Avanturiou eun den yaouanq a Vreiz-Izel (lodenn gentañ)






AVANTURIOU
EUN DEN YAOUANC
A VREIZ-IZEL.


————



Tostait oll, tud yaouanc pere’ form amitie,
Da c’hout penos e commanç hac e coez adare ;
Rac me a zo den yaouanc hac em boa-hi formet :
Qen, en dê hirio an deiz, n’am boa-me he c’huitêt.

Nep a lavarje din-me, bremâ eus uguent mis,
E coezjen er chadennou demeus ar yaouanqis,
Me a respontje deàn gant eun êr a goler :
Ne gredàn qet ’ve merc’het am grafe prisonnier.

Ebien, va breudeur yaouanc, bet on en o frison,
Amarret gant o laçou bete griou va c’halon,
En eur joa, en eun trionf, en eun douçder barfet :
N’eus qet a voelloc’h jolier eguet m’ê ar merc’het.

Jolierien ar prisonniou a zo cris ha cruel,
A ro côlo da gousqet d’an nep zo prisonnier ;
Mes, er c’hontrel, ar merc’het p’o devo ho chadennet,
A roi dêc’h eus o güella, mad bras int da garet.

Evit clasq dêc’h eur poltret demeus o amitie,
N’en dê qet ret din sevel ermès eus va goele ;
Chom a ellàn em zomder, pa na’meus qet a c’hoen,
Da gomposi d’am mestrez ha din eur ganouen.

Arça eta, commançomp digas var an tapis
Penos tremen an amzer e mesq ar yaouanqis ;
Me’ n em laqai da guenta, rac se ne fachit qet,

Ha mar teuàn d’ho choqi, mar plich, va excuzet.

Me zo eur C’hloarec yaouanc a Escopti Qemper,
Am boa choazet ’vit Mestrez, a Escopti Treguer,
Eur plac’h a galon joaüs, a zaoulagard lirzin,
Divar bordic al Lêo-Drèz, eus a baros Plestin.

Ia, honnes am boa choazet, ha ne allàn he nac’h,
Hac honnes a meus caret, mar e meus caret plac’h ;
Ha dìn eo a garante, qen na ello christen
Carout anezi qement ma verito ouspen.

P’am be moez eur rossignol ha têod eur perroqet,
Furnez ar prinç Salomon, talant an Doctoret,
Donêzonou an Natur laqet oll a-unan,
Da zespeigni va Mestrez, m’o c’hafe re vian.

Netra na vanc d’am Mestrez, na ros, na fleur de lis,
Nac ar boqet ravissant demeus ar yaouanqis,
Nac ar zellou languissant, nac ar charmou secret,
Nac ar c’hraç caer da barlant, na douçter, na guenet.

En eur veuli anezi, m’ell tremen va amzer ;
Mes mont a ràn da zisclêry he c’homzou a zouçter
Pere a ras em c’halon qer bras impression,
Me zònje, p’e dilezjen, e ranje va c’halon.

Qenta m’am boe an enor da vonet he bete,
’Voa’n drizec a vis ebrel, d’ar zul, goude creizde ;
Ma saludis anezi gant calz a nec’hamant,
Eun domder em izili ha va c’halon tramblant.

Mes mar boa grêt va c’homzou evit he saludi,
Evel ne c’houlennàn qét amán o rapporti,
E re-hi’voa güelloc’h grêt, hac o devoa’r pouvoer
Da rêi nerz d’am gonsoli, da garga a zouçter.

Cetu’ta lec’h nec’hamant, me am boe diganti
A bep seurt contantamant qent evit qimiadi,
Ar c’hraç hac ar blijadur da vonet ebete,

En qalite a vignon, p’am bije bolonte.

Cetu-én o vont neuze an amour Cupidon
O laqat ac’hanomp hon daou en e bossession
Hac oc’h ober eur chaden evit hor chadenni,
A vezo cos d’hor glac’har pa vo ret he zerri.

Mes lezomp ar seurt sourci, beza’vezimp abret
Da zeplori ar maleur pa vezo êruet :
Planedennou aoüalc’h a meus bet er bed-mâ
Aboe va devez natal, bremá zo uguent vla.

Lezomp-ta ar blaneden pini zo re galet,
Ha poursuomp ar matier pini’ meus commancet,
En drizec a vis ebrel petra ’voe a neve
Pa güittas an daou vignon eus o societe.

Ar blijadur voe ger bras qen’ allan lavaret
Penos ur seurt plijadur n’am boe biscoas er bed ;
An imach eus va Mestrez am boa bepret presant,
Hac a scuille em c’halon eun ardeur violant.

Mes allas ! pa falve dìn pedi’n Autrou-Doue,
Me zante eur yenien pini am digoute.
Va c’houstiança grie penos em boa pec’het
O preferi va Mestrez da Redemptor ar bed.

Er breferanç disleal pini’ ris en deiz-se,
Ne’meus imitatoret nemet re, sioüas dê !
Tremen a rejomp hon daou hep mont d’an ofiçou :
O pebes tristidiguez e voa d’ar güir Autrou !

Güelet an nep zo crouet oc’h abusi’n amzer
D’enori ar c’hrouadur, da lezel ar C’hrouer !
Hac ar pez a zo commun, ê epad an ofiç
En em gav d’en em drêti, siouas, ar yaouanqis !

Ne fell qet dìn, tud yaouanc, dont d’oc’h inqieti ;
Güell eguedòn a gafot evit oc’h instrui
Mont a ràn da zisclerya darn an avanturiou

A dremenas entrezomp eun darn eus an deyou.

Gouscoude’ meus ancouêt he freposiou laouen ;
Mes darn demeus anezo ne ancouin bigen ;
Evit glac’har nac anqen, tourmant na poan speret,
Evit qement a dremen, int na dremenint qet.

Eur zulvez d’abardae, goude ar gousperou,
E zis are d’he güelet e lec’h va c’homplidou,
Ma saludis anezi gant peb humilite,
Ha gant an oll vercou caer demeus an amitie.

Ar C’hloarec.

Debonjour dêc’h, va Mestrez, fleuren an amitie,
Soulajamant va speret, objet va c’harante,
Charmerez va daoulagad, rejouissanç va c’halon,
Va douçter, va esperanç, va c’honsolation.

Ar Plac’h.

Me a garje, va mignon, e vije possubl dìn
Cavet eun teod alaouret ’vit ganêc’h discouri,
Mes va zêod a zo dister, va speret disterroc’h ;
Mar parlantomp assambles, ne gomzo nemedoc’h.

Ar C’hloarec.

O calon a garantez ! ne lavarit qet se ;
Güell ê ganén he comzou eguet re eur roue ;
Rac c’houi’ heus var va speret ar pouvoar n’en deus den,
Na n’en deveus bet biscoas na n’en devo biqen.

Ar Plac’h.

Ne allàn qet a gredi ho pefe, va mignon,
Roet d’eur plac’h qen dister pouvoar var ho calon ;
Ret e vefe ne garfec’h na madou, na guenet,
Pa angajit, emedoc’h, ho calon d’am c’haret.

Ar C’hloarec.

O salocras ! va Mestrez, me a gar tout anê,

Mes’ bars en ho personnach e-màn an assamble
Demeus qement oll vadou a zeziràn er bed,
Hac ar paoura e vezin, ma n’ho possedàn qet.

Ar Plac’h.

Caer oc’h eus parlant tener, n’allàn qet, va mignon,
Ajouti fe d’ho comzou na qüittât va soupçon,
Rac c’houi a ra enoriou ha ne veritàn qet,
Ha mar deuàn da fiout, marteze’vin tromplet.

Ar C’hloarec.

En han’ Doue, va Mestrez, n’it qet da soupçoni,
Na da chench va joaüstet ebars en eun anvi ;
Va choasit da servicher, p’o choasàn da Vestrez,
Ha doublomp hor c’harantez ’vit birviqen james.

Ar Plac’h.

N’allàn qet, va servicher, doubli va c’harante,
Nemet ho carout’ rafen mui eguet va Doue ;
Mes bezit persuadet penos en ho caràn,
Hac epad ma vìn er bed, biqen dêc’h ne vanqàn.

Ar C’hloarec.

O mar-dê güir ar c’homzou pere a leveret,
Me a ya da guimiadi ha joaüs va speret,
Ha var benn ar pemzec de, mar be ho madelez,
Ni’ n em gavo adare da barlant assambles.

Ar Plac’h.

Ia, ia, va servicher, gant calz a joaüstet
M’en em gavo ganêc’h-hu el lec’h ma lavarfet ;
Rac n’eus netra er bed-màn qement a breferfen,
Nac a elfe va ampech eus hoc’h antretien.

Ar C’hloarec.

Me deu-ta da lavaret adieu déc’h, va Mestrez,
O tont d’en em gonfia ’bars en ho madelez :

Qen a vo ar blijadur hac ar gontantamant
Da barlant en ho qever adare, va douç coant.

Savet eus ty va Mestrez eun nebeudic pasiou,
Me remercas ac’hanê eun nombr bras a douriou,
Etoues pere e velis tour ilis Kernitron,
Ha me arrêti eno d’ober reflexion.

Aben ma teuis ac’hanê ’voa chenchet va speret,
Va oll laouenidiguez a voa en em glac’haret ;
Va oll laouenidiguez a voa êt en glac’har,
Ma carjen bea siclet en eun toull en douar.

Neuze e voen o veva er spaç a unnec mis,
Hep ober a nep convers a grenn gant yaouanqis ;
Neglijet an amitie hep m’am boa he c’huittêt,
O c’hout penos da ober en em gaven nec’het.

Amàn’ rancan invoqi tad ar sperejou mad,
Da rêi couraj d’am c’halon, sclerder d’am daoulagad,
Ha d’am guinou preposiou da ellout explica
Gant pe seurt tristidigues e tremenis amâ.

Eur zulvez d’abardae, pa voa dêbret va c’hoan,
Me voa chommet va-unan e qichennic va zân
Da zeplori va maleur, pa n’am boa diou galon,
’Vit rêi unan d’ar Muset, un all da Gupidon [1]

Qeit ha ma voen er stad-se anqenniet o voëla,
Me a zantas eun tolic qen tranqil var va scoa :
Lavar dìn, danve cloarec, piou en deus da galon ?

Ar C’hloarec.

Allas ! siouas d’am maleur, an amour Cupidon.

(Amâ en em disput Venus hac ar Muset, da lavaret eo,
ar garantez evit ar studi, hac ar garantez evitar merc’het.)


Thalia.

Mar qeres rêi anezi dìn-me ha d’am eiz c’hoar,
Ni a roi dit plijadur en troc eus da c’hlac’har,
Hac a chasseo Venus demeus da santimant,
Hac he mabic qen traitour gant e charmou galant.

Ar C’hloarec.

Qent eguet rêi va c’halon, hac hi dies meurbet,
Me rancfe gout ho’hano ha pe vicher a ret ;
Rac me a meus bet disqet ac’hanon va-unan
P’am bo eun dra da ober, n’er grìn qet re vuan.

Thalia.

Ni, zo nao merc’h da Jupiter, tad an oll doueou :
Clio, leshanvet ar Gloar, a gân an harosou ;
Euterp zo ’vit ar music, ar rimou pastoral ;
Thalia d’ar gomedi a gommand ordinal.

Melpomen eo a gommand neuze d’an drajedi ;
Terpsicor, gant he lyren, zo an danç eviti ;
Erato ’vit ar poesi eus an amouroustet ;
Polymni ’vit ar jestou hac ar bantominet.

Caliop’ deus en he c’harg ar poesi heroïc ;
Urani eo an naovet, d’an astrou a bresid.
Mar fell dit bea poëtrian, ro da galon demp-ni,
Ha ni rayo did brilla ebars ec’h oll studi.

Ar C’hloarec.

’Vit en eur fêçon benac e lêzin Cupidon,
Rac m’en heuillàn, e rànqìn cavet contrepoeson ;
Rac-se-ta, va recevit, pa ’màn ho madelez,
’Vit m’en em rejouissimp ganec’h en ho pales. [2]

Thalia.

Ia, ni as recevo ’bars en hor gourc’hemen,

Evit qementse hepqen e zòn deut d’as coulen :
Hac a vrêmàn, m’en assur, e po contantamant
O tarempred ar studi etoues ar gloer yaouanc.

Ar C’hloarec.

Venus, pini am hente coulz en de ’vel en nôs, [3]
A voa etal va frênest o clêvet ar propos,
Hac a antreas em zy, carguet a yêoni :
O va mignon, emezi, homàn ê an anui !

Possubl e ve, den yaouanc, e vec’h qen dinatur
Da zilezel ho Mestrez, charmerez an natur !
Me zo Dees immortel, ha m’am bije eun den
D’am c’haret evel m’ho car, n’he lezjen birviqen.

O clêvet ar seurt comzou, me zant eur yenien,
Va daelou a red buan, ar bleo a zao em penn,
Va c’homz a zo arrêtet, ar goad’ deu dre va fri,
Hac imach ar maro yen a deu d’am ambrassi. [4]

Thalia am remercas er stat truezus-se,
Hac a zistroas ouzìn gant eur vouez a drue :
Ha possubl ve, emezi, e ranfe da galon
En eur dilezel Venus hac he mab Cupidon !

O salocras, Thalia, biqen n’arruo ze,
N’en deo qet eus a Venus e-mâ va c’harante ;
Mes va Mestrezic ha me, zo re en em garet,
Hac an dilez anezi am gra calz glac’haret.

Thalia.

Me ac’h assur, ma roes d’an Amour ar victor,
Ne po james an alc’hoez eus a Dempl ar Memor ;
Rac Minerv ha Cupidon n’en dint qet mignonet :
Biscoas nê bet o fennou en eur memes bonet. [5]


Ar C’hloarec.

O c’houi, Dees Thalia, c’houi barlant gant rêson :
Ar villa deus ho famill e zeo sur Cupidon ;
Rac gant e charmou galant e coll ar speret mat,
Hac e laca an den paour da vea idolatr.

Thalia, me a c’houlen diganêc’h eur reqet ;
Hep dont d’ho tisoblija, mar plich, en accordet :
Grit ma vezo eur gombat etre c’houi ha Venus,
Ha m’en em rai d’an ini a vo victorius.

Bete neuze’-ta Venus ne lavare netra ;
Mes qerqent, leun a fulor, e savas en he za,
E provocas Thalia d’eur gombat singulier,
Dindan ar gondition ma savjent’ bars en êr. [6]

Ha Thalia var ar guir a receo ar propos.
Anlevet ’voent ac’hane me ne oun qet penos ;
Ha me chommas va-unan en toullic va ludu,
Beuzet ebars em daelou, na droen e nep tu.

Neuze souden Gradivus a gommanças yudal,
Ha dorojou templ Janus a gommanças stracal ; [7]
Apollon en em gusas ’vit nonpas beza test ;
Nemet e c’hoar Diana na velas an tempest. [8]

M’en em retiras neuze casi hep mouvamant,
Credi a ellit parfet n’oan qet hep nec’hamant,
Rac ar fin eus ar gombat a dleye beza dìn
Eur sujet a joaüstet pe a velanconi.

An deiz varlerc’h ar beure, pa gommanç Apollon
Da eqipa e garros var bord an horizon,
En a gus e faç divin ha voal e zaoulagad,

Gant an aon na vije qet achuet ar gombat. [9]

Eun div-heur goude ma voa sortiet Apollon,
Me a rancontras Venus hac he mab Cupidon,
Gantê eur galon arc’hant etre daou assiet :
Cetu amàn, emeze, zo d’as muia caret.

Te ’c’heus lazet da Vestrez, fleuren an amitie,
Roet dezi ar maro ’vit he oll garante :
Cete eno’r recompanç a zo eus da garet.
Te zo goas ’guet ar bourreo hac an oll dirantet.

Ar c’homzou-ze hac ar güel a galon va Mestrez
A nevezas va anqen ha va zristidiguez ;
Scloturiou va daoulagad a zigor a neve
Evit scuilla d’am mestrez daelou a garante.

Tao eta, eme Venus, ha cess da zeplori,
Ne qet calon da Vestrez eo a zo ganemp-ni :
Da Vestrez a zo joaüs, he c’halon en yec’het,
Ha pa sònji nebeuta, ni rai dit he c’haret.

Lavarit dìn-me, Venus, piou en deus ar victor ?

Venus.

Gant ar brinces Thalia e zeo êt an enor.
Distroet ê d’he fales da’vit he c’hoarezet ;
Hep dale ec’h êrufont d’ho clasq, danve cloarec.

Ar C’hloarec.

Adieu ta, adieu, Venus, pa’zê ret ho qüittât :
Bet soign demeus va Mestrez, grit ma vo placet mat ;
Inspirit da dud honest mont d’he darempredi,
Rac eur chanç vras’ ve dìn-me mont mui betec enhi.

A benn eur c’hart-heur goude, me remerq Thalia,
Ha me monet d’he rancontr ’vit disqeus dêi va joa.
Debonjour dêc’h, Thalia, c’houi oc’h eus ar victoar ;

Bremàn me a ranc cavet joa elec’h va glac’har.

Thalia.

An oll gontantamantchou a’ po en donêzon,
Pa ’po dilezet Venus hac he mab Cupidon,
Abandonet da Vestrez, Momus hac e c’hrandeur,
Pere ebars da studi a zo cos d’as maleur.

Ar C’hloarec.

Cetu me o vont neuze o vriza’r chadennou,
Hac o laqat fossete em ell bromessaou,
O renonç d’am güir Vestrez, o chench a zantimant,
O lezel au oll jeuyou demeus an dud yaouanc.

Goude va renonçamant me veve disourci,
Va c’halonic contant bras ne zante nep anui ;
Anfin, na têod, na speret n’eus evit explica
Oll joaüstet an hini a zilêz ar bed-mâ.

Ha p’am befe-me cant moez, cant têod ha cant guinou,
Ne alfen qet en ur bla despeigni ar charmiou
A danveis er plaç-se epad tri mis antier ;
Me sònje n’oan bet eno nemet un devez bêr.

Pa’voe redet an tri mis, eur zadornvez vintin,
Thalia am c’hunduas ebars en eur jardin,
Elec’h ma tisqüelas dìn eur vezen gaer huel :
He griou voa ’vel ar vestl, he frouez evel ar mel.

Bremâ, ’méi, ec’h essai pignat da veg onnes,
Ha dre m’avanci neuze e tànvai he frouez ;
Ha m’ac’h êrues biqen en he brancou huel,
Da hano var an douar a vezo immortel.

Adalec ar moment-se, me gommanças ractal,
Hac a benn tri mis goude, me am boe eun aval ;
P’am boe dêbret aneàn e plije dìn ar vlas,
Ha me commanç da bignat neuze a bas da bas.


Cetu ma voan êruet casimant en anter,
Hep biscoas santout anqen, ’met douçter var douçter ;
Mes amàn oun arrêtet en eur fêçon estranch ;
Me a gred e zòn ganet er bed-màn hep va chanch.

Eul lunvez eus ar mintin, qerqent ha ma voe sclêr,
Me a guemeras va liou, va fluen, va faper,
Evit antren gant courach bras en Templ ar Memor,
Ha me güelet eur poltret scrifet dirac va dôr.

Persuadi Bretonet zo meurbet difficil,
Var digarez, emezo, ma’z e’r paper jentil ;
Mes qement-màn zo leal, qer güir ha qen certen,
Evel ma’zê an astrou a dro a ûz va fenn.

Ar poltret eus a bini e meus comzet dija,
A voa poltret va Mestrez despeignet o voela,
Hac a zirac he imach scrifet ar seurt comzou :
N’en deus nemedoc’h, cloarec, a zo cos d’am daelou.

Pa lennis ar seurt comzou, me grogas enhàn prest,
Hac er stringis en eur punç’ voa dirac va frênest.
Ra vo alenn banisset peb amour nuptial,
Douçoc’h ’guet an oll verc’het ê croc’hen va aval.

Me yas neûze d’am labour, qer gyê evel biscoas,
Mes an de varlerc’h vintin e voa er memes plaç,
Gant comzou var he c’halon’voa picantus meurbet ;
Va c’harantez a gresqe da heuill da grueldet.

Ha mar cresq o c’harante dre ma cresq va c’holer,
Marteze’ timinuo pa gresco va zouçter ;
Rac qemerit-hu ho plaç el lec’h ma tezirfet,
Mes list ganén va c’halon: onnes zo d’ar Muset.

Hac aben ma retornis, da uneg-heur anter,
E voa chanchet ar poltret demeus va Mestrez qer :
Eul lincel a voa ganti evit he lieni,
Hac eur poignard en he dorn evit he foignardi.


Var al lincel’ voa scrifet : Tostêt, va c’harante,
Da renta d’n-me ar frouez eus va fidelite :
Cetu aze ar poignard da dreuji va c’halon,
Mac’h êchuìn va bue dre ho torn, va mignon.

Ha me cregui er poignard, pa er lavaret dìn,
Hac o sevel anezàn evit he foignardi…
Holla ! eme an imach : me ar brinces Venus,
A meus essêt d’as zeceo dre charmou truezus.

Lavar dìn eta, Venus, petra’ glasqes em zy ?
Ret e vefes ingrates, donet d’am zourmanti
Gant ar charmou qer galant a c’henet va Mestrez,
Bremam p’am eus abondanç a bep plijadurez.

Venus.

Eleal, Cloarec yaouanc, hac ho tisoblichfen,
Me a hent güell ’guet ne doc’h ha ne vot birviqen,
Pere a heuill va lezen gant o c’honsantamant,
Ha c’houi a rayo ive, pa na vec’h qet contant.

Ar C’hloarec.

Me as suppli-ta, Venus, d’en em refugia ;
Ma na res, brêma zouden me c’halvo Thalia ;
Ha dre eun eil combat c’hoas te a güittaï mezus.
Oh ! tavit var guementse, a respontas Venus.

Me ya d’en em retira, hac a deui invisibl,
Ha neuze da viana e vezìn invincibl.
Adalec ar moment-se, güelit an drahison !
Partout elec’h ma têbren, ne voa nemet poeson,
Pechou dresset gant Venus partout elec’h ma’ zen ;
Ne allen mui na scrifa, na studia, na lenn.

Brêmàn’ cleffot eur sottis pini zo hep e bar,
Mez a meus deus e laqat an dra-ze em histoar ;
Mes disclêriomp aneàn, p’hon eus-àn commettet,
Evit ma souffro tranqil an pep en deus clénvet.


Eur güener deus ar mintin, hep mar na marteze,
E zê an oll gloer yaouanc da guerc’hat o dicte,
Ha me a yeas ive, mes inutilamant,
Rac Venus ha Cupidon a gresqe va zourmant.

Mantret a zisplijadur, pa n’ellàn studia,
Me a c’halvas ar Maro da zont d’am zistroada.
Cetu amàn ar c’homzou deut eus va fenn diot ;
Ha c’houi, mar sentit ouzìn, ne vefot qet qer sot.

O Maro ! me as suppli, selaou va fedennou ;
Deus da drêc’hi ar chaden eus va oll anqenniou,
Evit, dre da voyen-de, ma chenchìn eus a vrô :
Biqen eürus ne vezìn, qen na vezìn maro.

Ar maro eus va c’hlêvet, en em rent hep divis :
Eleal, va mignonet, én zo eur pot esqis !
Lavar dìn-me, emezàn, petra’ c’heus da ober ;
Ne zale qet ac’hanon, rac ne’meus qet amzer.

Ar C’hloarec.

Sir, me a meus ho calvet, daoust d’am indignite
Evit gout ar jujamant en deus ho Majeste
Grêt eus a N……, an den-ze ambitius :
Cetu va c’hommission, Sir : me c’houlen excus. [10]

Ar Maro.

N…… ar superb a zo ebars em zy,
Da bemp messager varnuguent e zê pot merchossi ;
Ennes a gargas eun deiz va zal ha va c’heguin,
Qen a ranqis diloja va barriqennou güin,

Ar C’hloarec.

Goude ma voa sortiet me a seblante dìn
Güelet e boltret hidus en cornic va studi,

Mes, a drugare Doue, n’eus qet va revinet,
Rac oll charmou Cupidon n’en deveus bannisset.

Eleal, mab an diaoul, brêmâ out êt en rout ;
Gortos an dud da’ qervel, en em zisqeuz da dout ;
Hac abenn eur bla amàn ne voezi qet da vicher,
Rac mallos an dêro vad na gavi da ober.

Me a zistroas neuze, ha yac’h-pesq va c’halon,
Partout e caven nectar ’lec’h ma voa bet poeson ;
Hac elec’h ma voa pechou danjerus da dremen,
’Voa goernisset a charmou hac eus a aour melen.

Neuze e voen adare eur maread amzer
Oc’h ambrassi va goezen, o tànvât he zouçter.
Ma vijen lêzet neuze hep va inqieti,
Me voa brêmàn en Paris, êchuet va studi.

Mes Venus zo traitourez, c’houi e galv carantezus ;
Mes me’ galv adversourez, tromplerez maleürus :
Pa en em gav ar guenet, ar bed, ha Cupidon,
Hac an natur gant Venus, int pemp tra dirêson.

Caer e meus bet stourm outê er spaç a unec mis,
E tigassent dìn memor demeus va yaouanqis,
Ha va zrec’het o deveus, an draitourien indin,
Mes m’o c’hafen var vale, me a fricfe o min.

Pa ne allent dre sonjou occupi va speret,
Int a laqas messager va bete da zonet,
Da zigas dìn eul lizer a voa scrifet gante,
Ha ma na sentjen outê e coljen va bue.

Bonjour dit, Cloarec yaouanc, eme ar prinç Mercur,
Cede amàn eul lizer eus a bers an Natur,
A zo sinet gant Venus ha gant Amour, he mab,
Da lavaret ê, güelloc’h plega a galon vad
Eguet bea contraignet, hac ec’h êru’n amzer :
Dre an eil pe eguile e ranqi en ober.

Pa zigoris al lizer, dre eun anchantamant

Me a zantas eun douçter hac eur c’hoez excelant,
Ha me hac o qemeret va liou ha va fluenn
Da scrifa dê o reqet var eun tam paper güenn.

P’am boe laqet al lizer en dorn ar messajer,
Me a ententas eur voez o crial eus an êr :
Cetu aze chadennou da erren ar C’hloarec,
Ha mar gra enep e sin, e vo deàn qiriec.

O clêvet eur seurt comzou, me a voe didallet ;
Me n’em boe qet ar gourach a dlejen da gavet ;
Me zilezas Thalia, he zempl hac ar studi :
Na promessa, na menaç n’ellas va arêti.

Cetu laqet em speret monet a neve flam
Da saludi va Mestrez da guichen Sant-Efflam,
Goude unnec mis combat donet da aminàn :
Pebes glac’har evidòn, p’en em gonsideràn !

Ha pa voan-me o vale, en eur vont d’e güelet,
Eun den meurbet ancien a meus bet rancontret,
A c’houlennas ouzin-me : Pelec’h ît er guis-se ?
Esqis ez ê ho qüelet d’ar poent-màn var vale.

Ar C’hloarec.

Mont’ ràn d’ober eur bale var an abardae :
C’houi’ dlefe va instrui, pa ouzoc’h an doare,
Na var ar gomportamant demeus va Mestrez coant,
Pini’ laca va c’halon ’bars em c’hreiz languissant.

An Den Ancien.

Onnes zo eur plac’h estimet ebars en e c’hanton,
Tremenet a bep amzer ’vit eur plac’h a-fêçon :
Ebars en foar Pontmenou m’he güela an de all,
Hac hi deus ar re vrava pere’ voa o tançal.

Ar C’hloarec.

M’ho trugareca, paeron, demeus ho madelez
Da veza despeignet dìn talantchou va Mestrez.

Qen a vezo ar c’henta. Doue r’ho cunduo
En hent ar berfection, ma’ zefot d’ar joayou.

Ha dre ma’ c’havançen-ta ha me dont da zònjal.
Va mestrez, herve’n den-ze, ya ive da zançal !
Penos cavet evidòn an nep fidelite,
Pa n’en dê evit cavet ’vit an Autrou-Doue ?

Qement a ya d’an dançou a verz oll o c’halon,
P’evit lavaret güelloc’h, a ro en donêzon
D’an diaoul ha d’e bompou, d’e oll gontantamant,
Fouli’ reont goad Jesus, dispen o badiant.

Ha me hac o lavaret : p’hon deut betec amâ,
Me a barlanto ganti ’vit ar vech diveza,
Abalamour d’an dançou, rac endra ma vevìn
Evit d’an nep a zanço me vezo enemi.

Ar C’hloarec o voapat e Vestrez.

Debonjour dêc’h, va Mestrez, ha n’en doc’h qet fachet
Aboue ar vech divea ma voen eus ho qüelet ?
Prest e zoc’h da zemezi, hervez ma’meus clêvet,
Ha me pa òn infidel, a vezo ranvoyet.

Ar Plac’h o voapat gant comzou decevant.

Ha p’am bije avancet, emei, va embannou,
Me vije êt d’o frêza var ar c’henta deiziou ;
Var benn ar pemzec devez, ’vel m’ho poa prometet,
E zoc’h deut d’am bisita, hep ma’zoc’h bet manqet.

Ar C’hloarec.

Autrou-Doue, va Mestrez, c’houi zo drouc-aviset !
N’ouzoc’h qet peseurt calon zo en creiz ar voàset :
Seulvi ’reont o chapel, seulvras o c’harante ;
O c’harante, va Mestrez, ne d’eo qet evelse.

Ar Plac’h.

Va c’harante, va mignon, zo evel m’eo dleet :

Ne’meus, nemet eur galon, ha ganti oc’h caret ;
Mes c’houi oc’h eus eur galon a zo daou-anteret,
Hac an anter bianna a laqit d’am c’haret.

Ar C’hloarec.

Va c’halon, va Mestrezic, ne qet daou-anteret,
Ha na vezo birviqen na vefet demezet ;
Mes mar deut da zemezi ha d’am lezel bremâ,
Pa ve dir pe diamant e ranqo hi ranna.

Ar Plac’h.

Me na ouffen birvigen donet d’ho tilezel,
Nemet an Autrou-Doue a deufe d’am guervel ;
Ar maro pe c’houi oc’h-unan a rai hon disparti,
A enep va bolonte, n’en deus fors pehini.

Ar C’hloarec touchet gant comzou e Vestrez.

C’houi barlant en eur fêçon, mar grit gant güirione,
Hac a zisqeuz a galon ê bras ho carante ;
Ha me a zo eun indign ha ne veritàn qet
Parlant ’bars en ho presanç evel ma’meus-me grêt.

Ar Plac’h.

Na deut qet, va servicher, da zouji va fresanç,
Rac me zo eur plac’h dister ha leun a ignoranç.
Parlantit d’ho polontez en dezir ho calon,
Ha me accepto neuze, mar comzit gant rêson.

Ar C’hloarec.

Arça-ta, p’am selaouit, me ya da lavaret
Ar pez a zo a vrassa nac ebars em speret,
Pini ê comz ar c’homzou, ganti pep tra zo grêt,
Hac hep laret anezi n’eus netra achuet.

Ar Plac’h.

Pell a zo em boa clêvet penos e voac’h savant,
Mes brêma’r credàn parfet, p’ho clêvàn o parlant,

P’ouzoc’h lavarat eur gomz, ganti pep tra zo grêt,
Hac hep laret anezi n’eus netra achuet.

Ar C’hloarec.

Ia, onnes zo eur gomz ha ma he rofec’h dìn,
A greiz va zisplijadur am grafe dizourci.
Allas ! siouas d’am maleur, mar deut d’am refusi,
Oll gouliou va c’halon a deuy da nevezi.

Deut eta, va güir Vestrez, dezir va zantimant,
Lavarit dìn eur gomz vad evit ma vìn contant ;
Rac n’eus netra er bed-mâ, daoust peguer bras e ve,
A guement am grae contant, ’medoc’h, va c’harante.

Ar Plac’h.

Ia, ia, va servicher, me’meus grêt eur boqet
Hac a roìn dêc’h brêmàn, zo meurbet d’ho soùet :
Divea ma parlantjomp e leqjomp pemzec de,
Ha c’houi, va güir servicher, ’c’heus grêt eur bla anê.

Ar C’hloarec digoncertet.

En han’ Doue, va Mestrez, ne sònjit qet en ze,
Ret e pardoni’r fotou, pe frega’r garante ;
Mar frêzit ar garantez, e frêzot va c’halon,
E vezot va bourrevez ’lec’h va c’honsolation.

Ar Plac’h.

Me lavaro dêc’h eur guir, va c’hredit, va mignon,
Ne vìn qet dêc’h bourrevez na consolation :
En fors dont d’am dilezel, me’meus choazet are,
Ha c’houi, m’ho pije cavet, ho pije grêt ive.

Ar C’hloarec dizesperet.

Eleal, me’meus cavet merc’het a galite ;
Mes c’houi, va muia caret, a breferàn deze :
Ganêc’h e voa va speret, va occupation,
Ha biscoas plac’h nemedoc’h na charmas va c’halon.


Ar Plac’h.

Ho comzou-hu, den yaouanc, a zo meurbet tricher,
O deus muioc’h a dalout ’vit n’o deus a zouçter ;
C’houi lavar oc’h eus cavet, ha me a meus ive,
Rac se ta dispartiomp, ha demp gant ar re-ze.

Ar C’hloarec.

Me deu eta da lavarat adieu dêc’h, plac’h mignon,
Pa ne’zeus e nep moyen da c’honit ho calon :
C’hoas en ho trugarecàn ha pa vefe ganêc’h,
Rac birviqen va soùhet ne gavan en nep lec’h.

Ar Plac’h.

Na perac tra, emezi, ’teut d’am zrugarecat,
Nemet gant ar güir dessign oc’h eus da ober goap ?
Rac dibot ê an hini ’deu da drugarecat,
Ispicial pa virer diountan e vennat.

Ar C’hloarec.

Ar sujet ê, plac’h yaouanc, ma ho trugarecàn,
Abalamour ma ê c’houi ’voe va mestrez qentàn :
An ini ’choasin brêmàn, n’eus fors a be ganton,
Ne devo qet ar memes plaç sur ebars em c’halon.

C’hoas e meus eur sujet all ’vit ho trugareca,
Hac ennes, p’en em sonjan, e zeo sur ar vella ;
Ma ho pije daleet hep dont d’am refusi,
Va c’halon ’vije rannet gant eur seurt disparti.

Ha bremàn da viana n’ê nemet glac’haret
O tonet da guimiadi eus fleuren an oll merc’het,
Hac e laràn adieu dêc’h, c’houi, va muia caret :
Graç dêc’h da gaout ho soùet, evidòn n’am bo qet.

Ar Plac’h touchet eus e refus.

M’ho suppli, va servicher, distroit d’am c’havet,
Godellit ho mouchouer, ho taelou arrêtet ;

C’houi a c’honit va c’halon dre m’oc’h carantezus,
Ha pa velàn ho taelou, n’allàn qet ho refus.

Ar C’hloarec consolet.

Oh ! n’en dê qet va refus è a glasqen ive,
Mes dies ê da eun den qüittât e garante ;
Ma ho pije va c’haret evel ma ho caràn,
N’aljec’h qet va dilezel hep donet da voelàn.

Ar Plac’h.

Certen, me’meus ho caret, mes lêzomp qementse ;
Poent ê dec’h caout recompanç deus ho fidelite :
Rejouissit ho calon, sec’hit ho taoulagad,
Ha me ya, va servicher, da rêi dêc’h ho mennat.

Ar C’hloarec.

Deut eta, va güir Vestrez, ha na zaleit qet,
Rac va c’halonic em c’hreiz a voel gant joaüstet,
Hac en deveus hirnes bras ebars en peb fêçon,
O c’hortos caout ar gomz-se a gonsolation.

Ar Plac’h.

Arça-ta, va servicher, dezir va zantimant,
Pa c’hoantait ac’hanòn, e zomp hon daou contant ;
Rac-se’ta’n ’em assamblomp, p’ê contant hon ligne,
Ha demp en priedelez da dremen hor bue.

Ar C’hloarec.

Oh ! ra vezo beniguet an heur hac ar momant
En pini ma oc’h ganet, crouadurez charmant !
C’houi a voar sqêi da vlessa, hac er memes amzer
A voar rêi ar remejou pere ve necesser.

Arça-ta, va Mestrezic, p’omp deut da accordi,
Va c’halonic zo contant, me ya da guimiadi ;
Rac mall a meus da annonç d’am zad ha d’am mam guer
Penos e vimp demezet var ar c’henta amzer.


Ar Plac’h.

It eta, va servicher, hac annoncit dêzê
Penos e zomp accordet gant peb fidelite,
Ha goulennit o bennos ebars en honestis,
Ma tilesfomp ar vue demeus ar yaouanqis.

Ar C’hloarec.

Ia, m’em bo digantê o benediction,
Rac va c’haret a reont eus a greiz o c’halon ;
Hac ar pez a c’houlennìn, assuret am bezo :
Adieu eta, va Mestrez ; Doue d’ho cunduo.



  1. Cupidon ê an Amourousted ; ar Muset, ar Studi.
  2. Da lavaret eo, ar studi.
  3. Venus, mam Cupidon, a favorise he farti muia ma elle.
  4. Ne qet eur jeu dister dilezel nep a garer parfet.
  5. Da lavaret eo, ar furnes hac an amouroustet ne vent qet peurvuya assambles.
  6. Ar recit a zo fabulus.
  7. Da lavaret eo, ar brezel a alumas.
  8. Da lavaret eo, an eol en em guzas hac al loar a savas.
  9. Da lavaret eo, an amzer a voa goloet diouz ar mintin.
  10. Spontet gant presanç ar Maro, e voa ret forji eur gaou.