Lajat, 1909  (p. 127-136)



Avel ar Yaouankiz


Daoust ha bezan a zo eur potr yaouank hepken,
Ha n’en deus hunvreet frankiz, avel, frouden ?
Pelec’h eman hennez n’an eus gwech pe amzer,
Savet war ribl an dour kestell uhel ha kaer ?
Pelec’h eman hennez n’an eus ket c’hoantaet,
Bezan eur reder-bro, pe c’hoaz eun den brudet ?
Neblec’h ! — An ugent vla, ar vue o strinkal,
A lak pep den yaouank da gana, da nijal…
Eur sec’hed braz a ve d’anavezout ar bed,
Ha netra n’hall terri c’hoant direiz ar spered.
Ar servij da gentan ; goude kêr ha broiou,
Kargou, pinvidigez da leunia kalonou ;
An diezamanchou na vezont ket kontet,
Gant tân ar yaouankiz pep tra a dle kerzet !
Daerou eun tad, eur vam a gont nebeutoc’h c’hoaz :
Daerou a ruilh hirie a baouezo warc’hoaz…

Setu ar c’hoantaden a grog en pep kalon,
Hag ar c’hoantaden-ze n’ espernas ac’hanon.
Pevar bla warn-ugent ha ma servij achu,
Em gwaziou yaouank ar gwad a ruilhe dru ;
Baleet am oa bro, redet am oa môriou,
Eur martolod n’hall ket chom en kreiz ar c’hoajou…
Hed an de ha dre-holl e hunvreen d’ar môr,
Ha pa digoueze d’in, ouz tosennou Arvor,
Furchal ar vro tro dro ha zellet er pellder,
E vijen evurus… Rak eur voren dener
Ledet war an dremwel evel eur vantell vraz
A vije evidon eur zeblant a vôr glaz ;
Pell, pell dimeus an aod, vel eur pesk war ar sec’h,
Ma c’halon a wenve… Na gaven peuc’h neblec’h !
Ar môr a zo eur vam evit ar merdead,
Ha pa gar he bugel he c’harante a bad ;
Bezan ez eo ouspenn eun dousig, eur vestrez
Hag a dalc’h he c’hoantiz hep ober d’ezan lez…
He c’hân a bep eil tro a zo garv ha tener,
Ha liou he gwiskamant a dro gant an amzer ;
Evit ar c’halonou dalc’hmad lec’h karante,
Evit an daoulagad taolen bepred neve,
Neb an eus chilaouet mouez tener ar Vorgân
Gwaz eo ze evitan, kelc’hiet vo gant ar c’han !

Ha ne vezo ket brao outi hen distaga,
Kredet mad ac’hanon, gouzout e ran an dra.
Rak mar karen ar môr eo e klasken ennan
Frankiz ha levenez ar muian ar gwellan…
Frankiz ha levenez !… Evned o tarnijal,
Listri o horjellat, o gwerniou o strakal ;
Gwagennou zod ar mor o sailhat, fuloret,
Avel a-us d’ar penn o yudal kounaret ;
Berniou pounar a zour o koueza war ar pont,
Ha martoloded gweon o vonet hag o tont !…
Pe c’hoaz môr dudius, ster vraz ha mezellour,
War behini e red eun ezennig flour, flour,
War behini eul lestr dispak e oueliou gwenn,
O zeblantout kousket o c’hortoz korventenn,
O zeblantout henvel, henvel ouz gouelan faez,
A zec’h e ziou-eskell goude môr digompouez ;
War gwerniou al lestrig merdeidi evurus
Luskellet o ine gant zon karantezus,
Hag o feden dener douget war an avel,
O nijal evitê betek bro Breiz-Izel,
O nijal evitê betek eun draouiennig
Evit sec’ha eno daoulagad eun dousig.....
Piou eta a c’hallfe stourm ouz eur seurt hunvre
Hadbezan martolod oa ma c’hoant adarre !

Hag eun devez, doanik, e lavaris d’am zud ;
War an tôl, eur pennad, e chomchont o daou mud…
— « Sonj c’hoaz, eme ma zad… M’hen goar, yaouank ez out
» Ar môr a c’hall bezan talvoudus evidout ;
» Ne gav ket d’it ive penoz war an douar
» En em dennfes ervad ? — Gwelloc’h ! war ma lavar,
» C’hoaz eur wech, gra da sonj ; da c’hoant vo ma hini,
» Ha me a gavo mad evel ma tibabi… »
Ha ma zad a dec’has, mes e gomz diwean
A oa muioc’h mouget eget ar re gentan…
Ha dre ma pellae, p’hen gwelen o tec’hel,
Eur vouez a lare d’in : — Perak hen dilezel ?
N’eo red abed d’it-te kwitât da dud, da vro,
Mar ve red d’it biken… Abred awalc’h e vo !
Ha ma mam, o ouela, a lavaras ive :
— « Na gredan ket, ma mab, e rafes an dra-ze…
» Petra ta e vank d’it en ti da vam, da dad,
» Evurusted e teus ha plijadur, marvad !
» Petra e talv d’eur vam bezan bet bugale,
» Mar tigoue d’ei beva hec’h-unanig goude ?
» Mar ne chom eur bugel da harpa he c’hozni,
» Kalz well a vije d’ei n’he defe bet hini !
» Oh ! pa glevin d’ar goanv an avel o krozal
» E teuin, gant glac’har, bemnoz da gunudal…

» True ouz ma daerou… Kalon mam zo tener,
» O chom en han Doue, chom gant da dud er gêr ? »
Ma mignoned, d’o zro, warlerc’h en em gave :
— « Petra hon deus klevet ?… Gwir mad eo kement-se ?
» Kwitât a rez da dud, kwitât a rez da vro ?
» Red eo d’it bezan zod, ya zod, war hon menno !
» Bezan e teus kalon, ive anaoudegez,
» Petra ’ri elec’h all ? Koll da dalvoudegez,
» Ha bezan ankouaet en touez eun toullad tud ;
» Aman da vihanan, hep kavout kalz a vrud
» E c’halli ober vad… Ne gav ket d’it ouspenn
» He deus ezom da vro tud evit he difenn ?
» Perak neuze tec’hel ? Chom aman da veva
» Ha kas da sorchennou pell diouit da stoupa ! »

En despet d’aliou leun a boell, a furnez,
Roet gant tad ha mam, gant mignoned a bouez,
Ma sonj e oa groet mad : martolod e vijen,
Ha netra, nan netra, n’am distroche biken !
Hag eul lunvez-beure, en kreiz ar boan-spered,
Ar marc’h-du am c’hasas en trezek ker Naoned.
Ah ! pa oan ma-unan warlerc’h an disparti,
Ma daerou a ruilhas dourek, poanius ha kri ;
Neuze hepken, neuze ec’h anveïs ervad
Glac’har ma zudou kez, o foan, o chalonad…

Tra ma skrinje roudou an trên war an hent dir,
Tra ma loske ar marc’h c’houistelladennou hir,
Tra ma tec’he gant herr ar gwe hag ar c’heuniou
Ha tra ma tremene prajeier ha parkou ;
Tra ma welen o trei ha mene, ha traouen,
Ha ma Breiz o c’houlen : — Na distroï ket ken ?
Ma sonj a deue c’hoaz, a deue d’an ti-gar,
Ha taolen ar beure a greske ma glac’har…
Oh ! ebarz an ti-gar, gant ma zad briatet,
— « Ma fotr, ne greden ket, az pije kwitaet…
» P’eo red dispartia… Kenavo, kenavo !
» O perak ne chomez… Ne chomez.... Deus en dro !
Ha ma mam ha ma c’hoar, beuzet en o daerou,
O zellou truezus ha stanket o moueziou…
Eus ar beure o doa groet d’in ma fakaden,
Urziet enni pep tra, roet kant gourc’hemen.....
Chom a rent dilavar… Eur galon vruzunet
N’hall nemed hirvoudi : ar gomz he deus kollet !
… Eun tôl c’houistel garo… Diwean kenavo !
Daerou a ruilh puilloc’h… — Pegoulz e teuï en dro ?
— Kenavo !… — Kenavo !… Betek ma oant kuzet,
Ma zellou na dec’has diwar ma zud karet…
Hag an tren a ruilhe… Ha, hini da hini,
Mouez ma zad, mouez ma mam ha mouez ma c’hoar Mari

Mesket gant an drouz all, a gleven poaniusoc’h
Hag a re d’ar c’himiad bezan d’in kalz krisoc’h,
Meur a sonj a verve neuze ebarz ma fenn :
Awalc’h eo, pa ve red, gouzanv mestr ha perc’henn ;
An neb a c’hall kavout eur vue a frankiz,
O plega da vestrou a zo gwall diaviz…
— Kenteliou ar furnez, a dra zur, kement-se,
Mes, dimeus eun tu-all, dilezel ma c’hunvre ?
Dilezel eun hunvre maget ganin keit-all !
Na dalve ket termal… Pe rin mad, pe rin fall
Red a vo d’in monet ; ma c’hoant eo bale bro,
Mar na gerz ket an traou goude me a welo…

An noz a dostae ; en kreiz gwiniennou
Ar marc’h-du a nije, a dreuze plenennou ;
Eun heol miz-gwengolo o tiskenn en dremwel,
A roe c’hoaz eur pok d’an devez o vervel ;
Ha d’ar c’houlz-ze an de pa dav er bed peb brud,
Pa nij a denn-askell al lapousig d’e glud,
Pa ziskwiz an douar ha pa gas an ine
En trezek ar C’hrouer eur zell a drugare,
Ma Doue, nag eo kri d’an den dispartiet
Sonjal ebarz ar gêr, er re a zo chomet !
Ha ma fenn em daouarn me a ouele bepred…
… Eun drouz-ifern ha bec’h : — Naoned, Naoned, Naoned !

Naoned… Penn ar veaj ! — Ouz sklerijen al loar,
E tiskennis en kêr touez an drouz, ar safar ;
Dirakon listri kaer gant o gwerniou uhel,
A zeblante dispar dindan loar o sevel ;
En despet d’o c’haerder ha daoust d’o bravente,
Evitê n’am oa ken ar memeuz karante…

An de warlerc’h-vintin, penn-rener ar bureo,
P’en em gavis gantan, a lavaris : — « Gwir eo,
» Betek dec’h diwean e klaskemp merdeidi,
» Hirie hoc’h diwead, n’hon deus ezom hini…
» Gortozet, mar karet, abenn eur pemzek de
» Eul lestr o tont en Franz a c’houll tud adarre… »
— Gortoz eur pemzek de !… War an tôl en em c’hreiz,
E tihunas beo, beo, karante ma bro Breiz,
Marvad n’eo ket red d’in redek ruïou Naoned,
Pegwir en ti ma zud e zo labour ha boued !
— Dec’h ho poa ezom tud, perak n’ho peus hirie ?
… Kenavo ar c’hentan, aotro ker, trugare !
Ha ma fak war ma chouk evel Yan dizoursi :
— Demp d’ar gêr da hada levenez ha dudi !
Penoz laret ar joa a grogas em ine,
Hag an evurusted e chouzanvis neuze !

Ma spered dizammet dimeus e fec’h pouner
A deuas adarre skanv, dinec’h ha seder…
— Ma Jezus, emeon, red oa d’in bezan zod,
Hag e kanis kerkent Distro ar Martolod !
Pa deule ar marc’h-du e c’houistelladennou,
E krede d’in klevet bombard ha biniou…
— Bale, bale, ma fotr, bout ha term, chach ha red,
Kaer az pezo frinkal ne vefomp re abred !
Hag an holl blenennou dirakon a droe,
Hag e tistroen c’hoaz da veneou Kerne…
Pa welen bro Kerne… Me gred n’am oa ket c’hoaz
Anavezet anei ken seder-all biskoaz ;
Ar pez a oa gwechall evidon divalo
A deue, war an tôl, eur mignon a bell zo :
Adalek ar mene gant e benn hunvreer,
Betek an draouien dôn, karget a brajou gwer ;
Adalek ar c’hoat braz o hirvoudi klemmus,
Betek ar park ed-du gant e vleuniou melus ;
Adalek al lapouz o kaaa ken lirzin,
Betek ar wazig dour o hirvoudi mibin ;
Adalek al loened o peuri ’barz ar roz,
Betek, en toull e zor, eur C’hernevad koz, koz ;
Pep tra a vouskane eur zonig ar c’hoantan,
Hag a lavare d’in — O chom ganimp breman !

Biskoaz n’am oa klevet peden dudiusoc’h,
Biskoaz ma Breiz-Izel n’am oa karet welloc’h !
Dre-ze p’ en em gavis war ma c’hiz evit mad
Ne oan mui martolod : Bezan oan eur Breizad !
Ne dalve ket laret plijadur ma zud kez :
Distro an dianket, devez a levenez !

Elec’h bezan kollet, beuzet er c’heriou braz,
Evel ma c’hoarve stank gant eur bern tud, siouaz !
Breman ebarz ma Breiz e choman da vevan
Ha ma foan, ma amzer a zo d’ei da gentan.
Ar C’hrouer da bep den an eus groet eur rouden,
Hag etre ma daouarn e lakas eun Delen ;
Avel ar yaouankiz ha nerz eur c’hoantegez
Am c’harzas da glevet mouez ma galvedigez ;
Mes en e vadelez, en e furnez divent,
Dorn Doue am lakas adarre war ma hent.
Trugare d’ezan ! Freuz frouden ma yaouankiz
A dalvezo breman d’am Bro, d’am c’henvroïz ;
Hag enpad ma bue ne vevo en em c’hreiz
Nemed diou garante : Hini Doue ha Breiz !


————