Avertissamant
Ledan, Hep bloavezh embann. (war-dro 1823) (p. -)
Avertissamant.
————
Daoust da oll c’hoant an Imprimer
da orni al labour gaer-mâ eus an
Daolennou a zezire meurbet laqat ennàn,
e zeo bet impossubl dezàn qementse, dre
ma vije deut neuse da goustout ur pris
bras ; mes, evit satisfaction al lenner,
e roer amâ varlerc’h an explicationou
pere a represant ar circonstançou
principala eus a vuez Jeremi, qen remercabl
en Histor Zacr. Ar passajou latin a vezo
lennet amâ varlerc’h, a exprim an
hevelidiguez en devoe ar Profet santel gant
Jesus-Christ, qeit a ma zeo bet var an
douar. Biscoas na voe a barfetoc’h.