Jobig, ar mevel bras,
Marian, ar vatez, (diou wech)
O servij a-viskoaz, dig gue di la li re di
Er memes tiegez, dig gue di lan la.
O vêsa o denved Er roz hag en draouien, O devoa prometet ’N em garet da viken.
Laket ’doa an termen, D’unani o deiou ; Deut e oa eur frouden, D’aveli o fennou ;
Kuitât o Breiz-Izel ’Lec’h ma vevent ken drant, Ha mont d’ar broiou pell Da rozellat arc’hant.
War e vrec’h eur falc’hig, An noz kentan a vae Trezek « koat an estig », Jobig a valee.
Trezek « koat an estig », Da glask eur ween bae, Da ginnig d’e zousig Vel merk a garante.
Kreiz ar c’hoat e kavas Eur bodig ar bravan, Kuzet ’n e zeliou glas, Eun estik o kanan.
— « Lapousig evurus, Paouez gant da richan, Da ween dudius A fell da Varian.
« Saeiennou marellet E pign ouz he branko, Biskoaz ne oe gwelet Seurt baeenn en hon bro. »
Ha hep sonjal ouspenn, Job a sko war ar barr, Pa glev a-us d’e benn Hirvoudou a c’hlac’har ;
Klemmou an estig-noz, O ouelan d’ar brankig ’Lec’h ma teue bemnoz, Da ganan e zonig.
Dizeblant ha digar, Jobig a sko bepred, An estig war ar barr A glemm ha ne dec’h ket.
D'ar beure, Mariannig A zav prim ha laouen : « Daoust hag-en ’n eus Jobig Ankoueet ma baeen ?
« En he brankou uhel Petra a gavin-me ? Eur mouchouer godel Pe eur bizou neve ? »
Ha buhan ar plac’hig, An nor a zigoras… O burzud ! he bodig Zo kaeroc’h ’vit biskoaz.
Saeiennou o lufran Touez an deliou neve, Bleuen a neve-han, Bleuen a garante.
Ha dindan an deliou, ’Vel peget ouz ar barr, Telenner an noziou Maro gant ar glac’har.
Dirak al lapousig, Maro dre garante, Marian ha Jobig A zonj en dorn Doue.
« An estig zo maro Kent ’vit kuitât e vrank. Na gwitet ket ar vro Ho magas en yaouank. »
⁂ Jobig ar mevel bras, Marian ar vatez, Zo breman laouen-bras E penn eun tiegez.
Hag evel o zud koz, Etouez ar c’hoajou bae, En bro an estig-noz, E tremen o buhe.
|