Kroaz ar Vretoned, 1914



Bagig an Anaon
————


Mouez truezuz ar c’hleier a gouee a daoliou distank eus lein an tourig moan, kollet e moren ar zerr-noz, hag a dec’he war an avel d’en em goll du-hont pell pell war houlennou trouzus ar mor bras.

Noz gouel an Holl-sent e oa hag, er barouzig koant-se eus an aod, dremm melkonius ar goz-amzer a wiske da bep tra eul liou a nec’hamant henvel a-walc'h ouz al linsel a ganvou en em lede gant an abardaez war blenen divent ar mor. Dre an henchou don hag ar gwenojennou an dud, tiad ha tiad, sentus ouz galv ar c’hleier, a deue d’an iliz. Ar c’hiz koz e oa ha mankout d’ezi e vije ober dispriz d’ar re a oa tec’het. An holl a gerze didrouz ha goustad, ar re goz ’n eur lavaret o chapeled, ar re yaouank kollet ’n o hunvreou. Sonj ar maro a zo galloudek bras war ar galon vreizad, techet dre natur d’an dristidigez ha d’ar velkoni.

Hec’h unan, harpet war eur vaz, krommet ha paket en he fenn-kab, eur plac’h koz a ziskenne al lanneg vras, ma save he lochen war lein anezi. E lec’h kemer hent an iliz evel ar re-all, e troas er wenojen a gase ’trezek ar mor. Ne gerze ket buhan, ar c’hêz koz ; gwej ha gwej zoken, e renke chom en he zav evit kemer hec’h alan. Ouz he gwelet a bell en hanter-denvalijen-ze, an avel o c’houean plegiou he mantel, e vije laret a-walc’h eur vagig dilec’het da zerr-noz o klask he hent war ar wagen.

An dud, pa dremenent anezi, en em zelle poanius, hag a lare d’ei gant douster :

— « O vont ez oc’h ive mamm goz ? »

— « Ya, bugale. »

Ha pep-hini a gerze diouz e du.

— « Pelec’h ec’h a evel-ze, eme unan bennak ? »

— « ’Trezek ar mor, moarvad, eme ar re-all. Bep bloaz, da noz gouel an Holl-zent, e tiskenn beket an traez. He fried hag he bugel a voe beuzet e-kenver an de a hirie hag aboue, herve kont, ar plac’h paour n’he deus ket manket da zont da zaoulina dirak o “ be bras ”, pa zon ar c’hlaz evit an anaon. »

— « Paour kêz koz ! seblantout a ra bean fall. »

— « Ya, klanv eo pell ’zo, war a glevan. An oad moarvad ! »

E keit-se, Liza a gerze hag a haste gorrekik. Tamm-ha-tamm, he deus diskennet an dosen hag ez eo digoueet e penn he felerinaj. Skuiz-maro, ec’h aze war eur garreg.

— « Ma zud kêz, emezi, sonjal a raen n’am bije ket gallet dont d’ho kwelet ar bloa-man. Gwall-fall on pellik ’zo, ha hirie zoken n’em eus ket gallet mont d’an oferen. Doue hag ar zent o deus roet d’in, koulskoude, an nerz da zerc’hel d’am gir. »

Hag, e chapeled en he dourn, Liza goz en em lakeas da bedi ha da zonjal.

Ma Doue ! pebez envor poanius a deu d’ezi bep bloa gant an noz-man, pa ve hec’h-unan dirak ar mor divent a deu gant eur gounnar faeüs d’en em vruzuni ouz he zreid… Er memes lec’h, d’ar memes eur, breman zo daouzek vloa, e teuas evit ar wech kentan da c’hortoz eur vagig vihan na dlee biken distrei…

Aboue an derc’hent e oant partiet, he fried hag he mab oajet a driwec’h vloa. Pep tra he devoa graet evit harz anê da vont en de-se, rak ar mor, hep beza fall, a oa berrboellik ha korventen a oa en gor.

— « Arsa Liza, a lavare he den, te ’zo deut aonik avat ! Ped gwej n’omp ket bet o pesketa gant eun amzer pell gwasoc’h ! ’Benn an noz e vefomp distro. Bez dinec’h. »

— « Ya, ya, mamm, bezet dinec’h, a respontas he mab. Amezeien a deu d’hon heul. Ni ’deuy en-dro hepdale.»

Ha hi o vezan klevet gant ar re goz na oa ket mat harz re ouz an dud d’en em lakat en hent pa vezent stummet mat da vont, ne laras mui netra.

An de a dremenas, met gant an abardae an avel a ’n em lakas da c’houean ha tamm-ha-tamm eur gourventen spontus a voe dichadennet. Liza, sammet he c’halon, a redas betek an dosen, hast d’ezi da welet ar vagig o tistrei. A hini da hini an amezeien a deue en-dro, met den siouaz, ne roas d’ezi kelou eus Job ar Penneg hag e vab. Ar plac’h paour a renkas dont hec’h unan d’he zi plouz. Oh ! pebez nozvez a dremenas war an oaled hep tan ! Ped sonj a dremenas en he fenn, ped gwej e sailhas en he flas pa strake an nor dindan poulsadennou an avel ! Hag an euriou hir hag ankenius a zone an eil war-lerc’h eben, o kreski dizamant he hirnez hag he dispi.

kerkent hag an de e voe war al lanneg. An amzer a oa sioulet eun tamm ha dam-sklêrijen ar mintin a skeudenne seblanchou war ar mor eonus, met, nag a dost nag a bell, netra ne digasas roud eus ar vagig dilerc’het.

’Hed an de e chomas eno evel eun diskiantez. Gouel bras an Holl-zent e oa, hag an dud, o vont hag o tont d’an ofisou, a deue d’he c’havout gant eur gir a gennerz, o pedi anei da zistrei d’ar gêr. Met petra rae forz dezi an naon hag an anoued ! Ar mor a oa breman he holl-vad, pa oa deut da vezan lojeiz ar re a gare.

Hag ar zerr-noz a deuas. Evel fenoz, mouez ar c’hleier a ziskenne eus an tour da glask hekleo hirvoudus ar mor kempouezet ha, d’he heul, tamm-ha-tamm, gwreg kêz ar pesketaer a deuas tre betek an traez da azezan war ar garreg-man.

Eno, a-dreuz he daerou, e c’houlas digant Doue hag ar zent ar c’hras d’o gwelet en beo pe en maro ha kenkent, evel pa vije bet o c’hortoz he goulen, ar mor a daolas ouz he zreid eun dra bennak a bounner. Liza a astennas he dorn hag a hurusas o santout eun dremm gleb ha skornet. Gant eur griaden a c’hlac’har e koueas d’an daoulin dirak an hini a oa bet eviti eur pried ken aketus.

Ah ! biken n’ankoueo ar veilhadeg-se war ribl ar mor treitour, dirak korf maro he fried, hag he zellou war ar wagen o sonjal he dije rentet d’ei ive marteze korf he mabik muian karet. Met heman ne zistroas gwej ebet.

Aboue, bep bloa, an intanvez, goude bezan daoulinet er vered war ve he zud, a deu da dremen gouel an Holl-zent dirak “be bras” he bugel. Eno, ec’h advev eur pennad he buhez gwechall hag e hunvre en de benniget ma tigoueo evit mat gant ar re he deus kollet. Keit ha ma zon ar c’hlaz, e chom dirak ar mor ha, pa dint an Anjelus, e tistro d’he lochen, achu evit eur bloa he firc’hirinaj ankenius…

Daon !… Daon !… ar c’hlaz a zon hep paouez hag a gouez evel daerou war dristidigez an noz. He chapeled etre he bizied moan, Liza goz a bed hag a zonj bepred. An noz a zo distan hag ar plac’h paour a gren ken e sailh he mantell. Du-hont, er volz divent, al loar a zo savet hag a daol war ar mor eur sklerijen melkonius ha leun a strafilh. An avel a hirvoud er gwe pin ’drek he c’hein evel klemm an eneou en poan. Met Liza n’eo ket spontik. Tamm-ha-tamm, ar c’hleier a zo tavet ; an dud a zo ’n em glozet en o ziegez, hag azezet war ar roc’h yen, ar plac’h koz ne bed mui, n’he deus ken sonj ebet, ha, koulskoude, ne dec’h ket.

Souden, e sav en he zav. Du-ze, er pellder, eur vagig skanv a zeblant nijal ’trezek an aod. He goueliou gwenn evel an erc’h a lugern dindan bannou al loar hag ar mor a zeblant sioulaat evit he digas founnusoc’h… Sellou an hini goz a zo mezevennet, he c’halon a zailh en e c’hreiz ! Ar vagig a zo arru tost tost ; klevet e ve eur c’han meulodius o sevel diouti. Piou, eta, eo hennez gwisket en gwenn a zo o terc’hel ar stur ? …, Yannig, he mab ! O ma Doue… Hag er vag, laouen ha skedus, e wel he zad, he mamm, he fried, he breudeur oc’h astenn d’ezi o diouvrec’h hag o c’hervel anezi dre hec’h hano.

Liza goz a lôsk eur griaden a ziston poanius er pellder, hag a goue war he daoulin, he fenn ouz ar roc’h kalet.

Neuze goustadik ar vag a bellaas, luskellet gant ar wagen ha kan dudius an dremenidi.

Hag an êzen, flour evel ar pedennou a zav an de-se dimeus bro ar re veo, voutas “bagig an anaon” ’trezek ar vro beurbadus e-lec’h n’eus ken na hirvoud na hirnez evit ar re o deus gouelet o gwalc’h ha pedet ervat war an douar-man.

An de war-lerc’h-vintin, an amezeien, o kavout goullo lochen ar mene, a ziskennas betek an traez. Eno e kavjont korf maro Liza ar Penneg, he chapeled en he daouarn kroaziet ha war he dremm skeud an evurusted.

Koulmig Arvor.