Baradoz dudius
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Barados dudius !.
Diskan
Baradoz dudius !
Bro ar sent eo ma bro.
A ! Pegen eürus
E vin me bepred eno !
O pegen glac’harus
Beva e stad a bec’hed.
Pegoulz O ma Jezuz
E vezin ’ta divec’hed ?
Noz ha deiz, ma Jezuz,
E lavaran ’n eur ouel :
Pegoulz, bed touellus,
E teuy ma eur diweza ?
Skuiz ha melkoniet,
En draonienn-man a zaerou,
Ma Jezuz, me ho ped
D’am degemer en Nenvou.
4
En Nenvou, ma Jezuz,
Neuze e vo lavaret :
An daerou hirvoudus
Ar boan a zo tremenet.
O peuc’h, O joaüsted !
O ma Jezuz, ma Salver,
Na pebez eürusted,
Eno ’pad an holl amzer.
Neuze, O ma Jezuz,
Me a gano deiz ha noz,
Gloar d’eoc’h, Tad truezus
Ha da Vari mil bennoz !
Aelez eus an Nenvou,
O ! me a zo eürus
O klevout ho moueziou
Hag ho kan meuleudius !
Peurstanket ma daerou, |