Barikennad arc’hant ar Poull-Lestrek
… « Mamm, eme Yannig, minor ar Gêr-Roz, eiz eur a zo sonet ; poent eo lakat ar c’hef Nedeleg ’barz an tan. Prestik e tigoueo ar vignoned ha ne vo c’hoaz devet tamm ebet eus ar skod. »
… « Gwir a lar ar pôtr, eme an tad-koz ; poent a-walc’h eo pleal gant tan ar Mabig Jezuz. »
An tad hag ar vamm a zentas hag hebdale an ti e-bez a voe sklerijennet gant flammou an tantad bihan, a zeblante kemer plijadur oc’h en em diskeudi en arebeuri skler ha lufrus evel eur melezour.
… « O la, la ! eme Yannig, sell pesort gwac’had tan ! Biskoaz c’hoaz ne oa bet eur skod ket bras. Ar Mabig Jezuz a vo kontant, kuita tad-koz ? Daoust petra a zigaso d’in fenoz ? »
… « Eun dra bennak a vat e vo, mab-bihan. Kempenn mat da voutou, lar da bater gant evez hag e welo. »
… « Sell ’ta, eme an tad ; marteze ne deuy den ebet fenoz ? Abretoc’h e vijent ar bloaiou-all. »
… « Arru int, arru int, eme eur gwaz mat, o tont en ti, Salud, tudou ; penaos eman kont ? »
… « Mat sur, Jan-Mari, ha du-ze ? Tostaet war grec’h. Da-unan out ? »
… « O, nan. Jilez a zo arru tost ha, me gred, e tigas gantan daou pe dri-all war ar marc’had. »
… « Ar muian ar gwellan ! Gwastell krenv a zo, kuita, Soaz, eme an tad koz. »
… « Ya, ya, ma zad. Allo ! Jan-Mari, azeet war ar bank aman ’ta. »
… « C’houi ’lar a-walc’h, Soaz ; mes, fe d’am doustik, rouzan a rin ma c’hroc’hen ! Er Gêr-Roz ne farser ket d’ober tan, ’meus aon. »
… « Heman al zo pôtr yaouank, grouez a-walc’h ennan, eme an tad-koz. Pa oan en oad-ze, me rê fent a-walc’h evit gwelet eur bannac’h tan, hag, eun nozvez skorn, siouaz, n’hellan ket laret kement-all hirie. »
… « Pep amzer a dremen, tad koz ; hon zro a deuio ive. »
… « Chilaou : arru eo ar re-all, eme Yannig, o redek da digeri an nor. O la, pevar pe bemp int. Pebez plijadur !
Ar bôtred a deuas en ti hag, a-benn eur pennadig, ar rond a oa graet en-dro d’an oaled ha d’eur podad jistr. Me ’lar d’ac’h, n’oa ket truezus stad beiherien ar Gêr-Roz.
… « Tad-koz, eur gontaden breman, eme Yannig. »
… « A ya, eur gontaden, eme an holl. »
… « Petra a larin-me d’ec’h, ma zud kez ? C’houi ’oar a-walc’h penaos hirie an de, den ne gred en sorc’hennou ar re goz. »
… « Eo, eo, tad-koz, eun dra bennak a vraoa ze, eun dro lutun bennak. »
… « Tad-koz, laret an hini ho poa kontet d’imp an de-all d’an noz, hini « Barikennad arc’hant ar Poull-Lestrek. »
… « O ya, mabig, eme an tad-koz, o tapout e bez-butun karot, e gontel hag e gorn pri mogedet ; mes honnez n’eo ket eur gontadenn, kement-se a zo gwir mat. »
… « Petra eo, eme ar re-all ? »
… « Eun dro eo, ma mignoned, hag a zo bet c’hoarvezet breman ’zo eun toullad bloaveziou gant eun amezegez d’in. An de ’rôk Nedeleg e oa, d’an abardaez noz. Eur podig en he dorn, e tiskenne ar roz ’vit dont da gerc’hat dour da brad ar Poull-Lestrek du-ze. Souden, arru war-bouez dek metr d’ar feunteun, e kichen ar c’hef dero, a zo eno c’hoaz e korn ar prad, e wel eur varrikenn war he fenn. Tostaat a ra hag e losk eur griadenn a zouez ; ar varrikenn a oa leun a beziou arc’hant.
… « Sell, pebez kavadenn, eme ar plac’h laouen-oll ! Petra a rin-me ? O ba ! n’oun ket gwall-bell diouz ar gêr ha, moarvat, ne dremeno den aman e-pad an amzer-ze. Me zo o vont da glask eun dra bennak da zerri an arc’hant-se ; ar pod-man a zo kalz re vihan. »
Ha hi o trei kein…
N’he devoa ket graet taer gammed, ma klevas eun dourni spontus : Glein, glein, glein !… Distrei a reas, mes, siouaz, ar varikenn ne oa mui eno. Aet e oa en douar.
… « Saterdie, eme Jan-Mari, gwasat tôl ! »
… « Ya, eme an tad-koz, ha n’he devoa, bleupez a oa anei, nemet lakat he chapeled pe he skapuler warni hag e oa d’ei, evit mat. An diaoul en dije kemeret an tec’h.
… « An diaoul, eme Laouig, eur pôtr ugent vloaz, leun a nerz hag a dan ; c’houi ’gav d’ec’h, tad-koz eo an diaoul a ve o pleal ouz an traou-ze ? »
… « Ya, ma fôtr, d’an « hini koz » eo an arc’hant-se, peurvuia, madou laeret pe dastumet gant dislealded. ’Pad ar bloa e chomont kuzet, ha d’an noz Nedeleg, e savont, ’met ne vezont ket gwelet dalc’hmat. »
… « Sell ’ta, eme Laouig, ’gav d’ec’h eman ar varrikenn eno fenoz ? »
… « A dra zur, ma fôtr kez ; perc’hen an arc’hant-se ne vo diboaniet ken na vo tapet e arc’hant gant unan bennak, ha n’em euz klevet en dije hini tizet c’hoaz gwenneg ebet eus kuzadenn ar Poull-Lestrek. »
… « Jan-Mari, eme Laouig, mar kerez, ec’h eomp da welet. »
… « Han, ’vel a gari ’vat, ma fôtr. Me ’zo den d’it 'vit esât. »
… « Dam, ma zud kez, ar re goz a lavar e c’heller o zapout gant ober pez a zo dleet evit se. Mes me ’lar d’ec’h penôs kalz o deus esaet ha n’em eus ket klevet e ve deut hini a-benn eus e dôl. »
… « Fe d’am doustik, avat, tad-koz, me ’meus c’hoant d’ober eun esa bepred. »
… « Didrouzet d’in-me, daou c’hleukez, eme Soaz ; n’oc’h ket sot, moarvat ? »
… « Kement a farsal, Soaz ! Ne vefomp ket pell. »
… « Noz Nedeleg, a larer, ne arru droug gant den, eme an tad-koz. Me n’hoc’h alian ket da vont pell ac’han, ’met, mar ’peus c’hoant da esât, me ’laro d’ec’h a-walc’h ’m eus bet klevet, eo mat ober. »
… « Deut buhan ’ta, tad-koz. »
… « Da genta, diwall da laret komz ebet, klevet a ret, komz ebet ! e-pad ma vet oc’h ober o tro. N’eus forz petra a digoueo ganac’h, n’eus forz petra a welfet pe a glevfet, n’ho ’peus gwir ebet da digor ho muzellou, pe, a-hend-all, ar boan ho po kemeret, ne dalvezo da netra.
An arc’hant a ay kuit.
N’ho peus ket gwir kennebeut da zellet en-dro d’ec’h, na war ho lerc’h, nag o vont, nag o tont. Ha, kenta ma c’hallfet gwelet ar varrikenn, tôl warni eun dra benniget bennak, ’vel ho chapeled. Komprenet mat oc’h eus ? »
… « Ya, ya, tad-koz ; trugare d’ec’h ! Breman souden sur e vo gwelet ped eur eo d’ei, mar deo eno ! »
… « C’houi ’po keun, pôtred, eme ar vamm ; Pôl Goz ne fell ket d’ean bean tregaset. Gwell e oa d’ec’h bean chomet ganimp da dibri hoc’h adkoan. »
Pep-hini a laras e zonj d’an daou bennek, mes kaer a oa bet ober, red e oa d’ê heuih o froudenn.
O tremen er c’harti, e kemerjont bep a ran, hag int en hent.
Arru int war grap ar roz, a-well d’ar park burzudus. Mes petra ? Ne faziont ket ? … Frotan a reont o daoulagad, Nan, nan, n’en em dromplomp ket ; eur c’houlouen a zo a-us da gorn ar prad, hec’h-unan en êr, evel dalc’het gant eun dorn ha ne welont ket. An daou bôtr a chom d’en em zellet. Aon a zo kroget enne. Na c’houlont ket koms, mes ar memes sonj a drubuilh o spered : « Fall a reomp ! Gwell e ve d’imp distrei ! » … Ya, mes nag ar vez ! Na petra a vo lavaret ?…
Hag int war-rôk ! Nemet eur bec’h en eus sammet o diouskoa ken o deus poan o kerzet. Eun dra bennak a jach warne da zont a-drenv ha, daoust da ze, e tostaont bepred.
Arru int e-tal ar c’hef dero. Ar goulou a zo tec’het ; an noz a zo du. Laouig a dôl e chupen hag a grog da doullan, oc’h ober sin da Jan-Mari d’ober eveltan. Heman a zent ha setu ma daou den el labour.
N’o devoa ket toullet donder eun troatad ma stokas o binviou ouz eun dra bennak a galed. Skei a reont a-neve ha,… bec’h o devoa bet o viret gante eur griadenn a levenez, …koad e zantent ; koueet e oant just war ar varrikenn. Ne badont mui gant ar joa hag al lorc’h. C’hoant an arc’hant a zo kroget enne krenvoc’h evit biskoaz. Skei a reont a-neve ha, ’benn eur pennad, o deus dizoloet penn ar varrikenn.
Mes, war an taol, setu eun pez luc’hadenn o faoutan an êr ; eun tarz kurun a strak ken ma kren ar varrikenn en douar, hag eur barr-avel a zav ken kounnaret ma zeblantas diwrienni ar c’hef dero kantvloaziek.
An daou bôtr, strafuilhet, en em zelle gant anken. C’hoant o deus d’en em gomz ha, hep mar, da skarzan gant ar foeltr ac’hane. Ar varrikenn, avat, a zo aze dirak o daoulagad. C’hoaz eun nebeut tôliou hag eur binvidigez mor a zo etre o daouarn.
Souden, Jan-Mari a deu da zonj d’ean eus komzou an tad-koz. … « N’ankouaet ket teurel ho chapeled warni, kentan m’ he gwelfet. » … kas a ra e zorn d’e c’hodell ; tennan a ra e chapeled ; eman o vont d’hen teurel, pa wel dirazan, en tu-all d’an toull, eur boc’h ru, kerniou tan en e benn, hag a zell outan gant daoulagad spontus.
Ar paour kez pôtr, penfollet-oll, a losk eur griadenn skrijus.
… « Laouig, emean, an diaoul ! an diaoul ! Ne welez ket anezan ? »
Drein, drein, drein !! N’oa ket peurlavaret e c’her kentan ma voe klevet ar varrikenn o rudellat e fons eur punz euzus. Ar boc’h a lezas eur skrouejadenn henvel ouz eur c’hoarzadenn diaoulek hag a steuzias.
An daou bôtr a zapas o zokou en o daouarn, o diouc’har en o goug, hag ac’hane, avat, me ’gomz d’ec’h, mar gouient mont, hag hep sellet war o lerc’h !
… « Perak e teus komzet, Jan-Mari ? eme Laouig, pa oant arru war wel da Gêr-Roz. Me ne welen sort ebet. »
Jan-Mari a gontas neuze d’e vignon ar zonj en nevoa bet eus ar chapeled, ha penaos e oa en em gavet ar boc’h dirakan, just pa oa o vont d’hen teurel war ar varrikenn.
… « Eno e tevoa manket, pôtr, eme egile ; mar ’tije tôlet da chapeled hep komz, an diaoul a oa paket. »
… « Doue n’hen goulle ket, eme Jan-Mari, ha kred hardi, ma fôtr koz, panevet e oa noz Nedeleg fenoz, ni hon dije paeet ker hon hardiegez. »
Komzou diwean ar pôtr yaouank a voe gant mouez kleier ar barouz o son an oferen hanter-noz.
… « Mestr an douar hag an Nenv a zo ganet fenoz en dienez hag er baourante ha ni, e lec’h selaou e gentel, hon deus c’hoantaet kemer fenoz madou, madou difennet. Demp da c’houlenn pardon digantan da oferen hanter-noz. Ar re-all a zo aet dija, moarvat. Demp da drugarekaat ar Mabig Jezuz. »
… « Ya, demp ! eme Laouig. Abred a-walc’h e vefomp arc’hoaz ar beure da gontan hon abadenn. »
… « Eur gentel e vo d’imp, ma mignon ! Eur wech-all, ni a lezo en peuc’h Doue hag e zekrejou. »
Koulmig Arvor.