Barzhaz Breizh/1846/Ar gwennilied

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Gwennilied.

Franck, 1846  (Levrenn 1 Levrenn 2, p. 394-396)



XVII


AR GWENNILIED.


(Ies Kerne-Huel.)


Tre ma c’herig hag ar maner,
Eur vinojenig a gaver ;

A gaver eur vinojen wenn
A zo enn hi eur ween spern-gwenn ;

Hag hi karget a voukedou
Hag a blij da vab ann otrou.

Me garfe but bleun e spern-gwenn,
Ha but tapet gand he zorn gwenn,

But tapet gand he zornik gwenn,
Gwennoc’h evit bleun e spern-gwenn ;

Me garfe but bleun e spern-gwenn,
Ha but laket ar he varlen.

Mont a ra kuit digen omp-ni,
Pa za ar goan tre barz ann ti ;

Mont a ra kuit trezek Bro-c’hall
’Vel ar gwennili o nijal.

Pa zistro ann amzer neve,
Distroi ra dreman adarre ;

Pa zav ar bleun ial er prajou,
Hag ar bleun kerc’h barz ar parkou ;

Ha pa gan ar pinterigou,
Kerkouls hag al linerigou ;


Dont a ra da heul ar festou,
Dont a ra c’hoaz d’hon pardoniou.

Me garfe gwel’t e peb amzer
Bleuniou ha festou barz ar ger,

Ha gwelet ar gwennilied
O nijal tro zreman bepred ;

Me garfe ho gwel’t o nijal
Bepred e beg hon chiminal.


————