Barzhaz Breizh/1846/Ar rannou

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Rannoù.



I


AR RANNOU


(Ies Kerne.)



ANN DROUIZ.

Daik, mab gwenn Drouiz ; ore [1] ;
Daik, petra fel d’id-de ?
Petra ganinn-me d’id-de.


AR BUGEL.

— Kan d’in euz a eur rann,
Ken a oufenn breman.


ANN DROUIZ.

— Heb rann ar Red heb-ken :
Ankou, tad ann anken ;
Netra kent, netra ken.

Daik, mab gwenn Drouiz ; ore ;
Daik, petra fel d’id-de ?
Petra ganinn-me d’id-de ?


AR BUGEL.

— Kan d’in euz a zaou rann
Ken a oufenn breman.


ANN DROUIZ.

— Daou ejenn dioc’h eur gibi ;
O sachat, o souheti ;
Edrec'hit ann estoni !

Heb rann ar Red heb-ken :
Ankou, tad ann anken ;

Netra kent, netra ken.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore ; etc.


AR BUGEL.

— Kan din euz a dri rann, etc.


ANN DROUIZ.

Tri rann er bed-man a vez :
Tri derou, ha tri divez,
D’ann den ha d’ann derv ivez.

Teir rouantelez Varzin :
Frouez melen ha bleun lirzin ;
Bugaligou o c’hoarzin.
Daou ejenn dioc’h eur gibi, etc.
Heb rann ar Red heb-ken, etc.
Daik mab gwenn Drouiz, ore ; etc.


AR BUGEL.

— Kan d’in euz pevar rann, etc.


ANN DROUIZ.

Pevar mean higolin,
Mean higolin da Varzin
Higolin klezeier vlin.
Tri rann er bed-man a vez, etc.
Daou ejenn dioc’h eur gibi, etc.
Heb rann ar Red heb-ken, etc.
Daik mab gwenn Drouiz ; ore ; etc.


AR BUGEL.

— Kan d’in euz a bemp rann, etc.


ANN DROUIZ.

Pemp gouriz ann douar ;
Pemp ez euz darn enn hoar ;
Tolmean euz war hor c’hoar.
Pevar mean higolin, etc.

Tri rann er bed, etc.
Daou ejenn, etc.
Heb rann ar Red, etc.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore ; etc.


AR BUGEL.

— Kan d’in euz a c’houec’h rann, etc.


ANN DROUIZ.

— C’houec’h mabik great e koar,
Poellet gand galloud loar ;
Ma n’ouzez-te, me oar.

C’houec’h louzaouen er perik
Meska’r goter ra’r c’horrik ;
Enn he c’henou he vezik.
Pemp gouriz ann douar ; etc.
Pevar mean higolin, etc.
Tri rann er bed, etc.
Daou ejenn, etc.
Heb rann ar Red, etc.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore ; etc.


AR BUGEL.

— Kan d’in euz a zeiz rann, etc.


ANN DROUIZ.

— Seiz heol ha seiz loar,
Seiz planeden gand ar iar,
Seiz elfen gand bleud ann ear.

C’houec’h mabik great e koar, etc.
Pemp gouriz ann douar, etc.
Pevar mean higolin, etc.

Tri rann er bed, etc.
Daou ejenn, etc.
Heb rann ar Red, etc.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore ; etc.


AR BUGEL.

— Kan d’in euz a eiz rann, etc.

ANN DROUIZ.

— Eiz avel o c’houibannat ;
Eiz tan gand ann tan-tad,
E miz mae e menez kad.

Eiz onner wenn-kann-eon,
O puri enn enez don ;
Eiz onner wenn d’ann Itron.

Seiz heol ha seiz loar, etc.
C’houec’h mabik great e koar, etc.
Pemp gouriz ann douar, etc.
Pevar mean higolin, etc.
Tri rann er bed, etc.
Daou ejenn, etc.
Heb rann ar Red, etc.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore ; etc.


AR BUGEL.

— Kan d’in euz a nao rann, etc.

ANN DROUIZ.

— Nao dornik gwenn war dol leur,
E kichen tour Lezarmeur ;
Ha nao mamm o keina meur.

E koroll, nao c’horrigan,
Bleunvek ho bleo, gwisket gloan,
Kelc’h ar feunteun, d’al loar-gann.

— Gouiz hag he nao forc’hell all,
E toullik dor ann houc’hzal,
O soroc’hal, o turc’hial,

O turc’hial, o soroc’hal :
Tourc’h ! tourc’h ! tourc’h ! d’ar wezen aval !
Ann houc’h koz ia d’ho tiorreal.

Eiz avel o c’houibannat, etc.
Seiz heol ha seiz loar, etc.
C’houec’h mabik great e koar, etc.
Pemp gouriz ann douar, etc.
Pevar mean higolin, etc.
Tri rann er bed, etc.
Daou ejenn, etc.
Heb rann ar Red, etc.

Daik, mab gwenn Drouiz ; ore ; etc.


AR BUGEL.

— Kan d’in euz a zek rann, etc.

ANN DROUIZ.

— Dek lestr tud gin a welet
O tonet euz a Naoned :
Goa ! c’hui ; goa ! c’hui, tud Gwenned !

Nao dornik gwenn war dol leur, etc,
Eiz avel o c’houibannat, etc.
Seiz heol ha seiz loar, etc.
C’houec’h mabik great e koar, etc.
Pemp gouriz ann douar, etc.
Pevar mean higolin, etc.
Tri rann er bed, etc.
Daou ejenn, etc.
Heb rann ar Red, etc.

Daik, mab gwenn Drouiz ; ore ; etc.



AR BUGEL.

— Kan d’in euz unnek rann, etc.

ANN DROUIZ.

— Unnek Belek houarneset,
O tonet euz a Wened,
Gand ho c’hlezeier torret ;

Hag ho rochedou goadek ;
Prenn-kolvez da vaz-loaek ;
Euz a dri c’hant ho unnek.
Dek lestr tud gin, etc.
Nao dornik gwenn, etc.
Eiz avel, etc.
Seiz heol, etc.
C’houec’h mabik great e koar, etc.
Pemp gouriz ann douar, etc.
Pevar mean higolin, etc.
Tri rann er bed, etc.
Daou ejenn, etc.
Heb rann an Red, etc.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore,
Daik, petra fel d’id-de
Petra ganinn-ine d’id-de ?


AR BUGEL.

— Kan d’in euza zaouzek rann,
Ken a oufenn breman.


ANN DROUIZ.

Daouzek miz, daouzeg arouez,
Ann diveza-andivez,
Saezer, hellink flimm he zaez.

Daouzeg arouez en emzraill.
Ar vuc’h gen, ar vuc’h zu-baill,
O tonet oc’h koad-ispail ;

Flimm ar zaez enn he c’herc’hen,
He goad o redeg oc’hpenn ;
O vlejal hi, sonn he fenn.

Korn o son boud ; tan ha taran ;
Glao hag avel, taran ha tan!
Tra ken mui-ken ; tra na rann !

Unnek belek houarneset, etc.
Dek lestr tud gin a welet, etc.
Nao dornik gwenn, etc.
Eiz avel, etc.
Seiz heol, etc.
C’houec’h mabik great e koar, etc.
Pemp gouriz ann douar, etc.
Pevar mean higolin, etc.
Tri rann er bed, etc.
Daou ejenn, etc.
Heb rann, ar Red heb-ken
Ankou, tad ann anken,
Netra kent, netra ken.



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c''{
    \clef treble
    \key g \minor
    \tempo \markup {\italic Allegro.}
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    \time 2/4
    d8 d d d | c c a4 | d8 d d d | \break
    c8 c a4 | d8 d d d | c c a4 | \break
    g8. g16 a8 a | d d4. | c8. c16 c8 a | \break
    bes4 g\fermata | r4 r8 g | g ([ fis]) g a | bes4 a8 g | \break
    g ([ fis]) g a | bes4 a8 g | g ([ fis]) g a | \break
    bes4 a8 r | d8 d d d | c c a4 | \break
    d8 d d d | ees ees a,4 | d8 d d d | c c a4 | \break
    g8. g16 a8 a | d d4. | c8. c16 c8 a | bes4 g_\fermata \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Da -- ik, mab gwenn Drouiz; o -- re; Da -- ik, pe -- tra
    fell d’id -- de? pe -- tra ga -- ninn -- me d’id -- de?
    —Kan d’in euz a eur rann, Ken a ouf -- enn
    bre -- man. —Heb rann ar Red heb ken: An -- 
    kou, tad ann An ken; Ne -- tra kent -- ne
    tra ken. —Da -- ik, mab gwenn Drouiz; o -- re;
    Da -- ik, pe -- tra fell d’id -- de? pe -- tra ga -- ninn -- me d’id -- de?
    −Kan d’in euz a zaou rann, Ken a ouf -- enn bre -- man.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi {
  \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }
  1. Impératif d’ori, en gallois répondre. (Owen, Welsh dictionn., t. II, p. 390.)