Barzhaz Breizh/1846/Bleuniou Mae

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Bleunioù Mae.

Franck, 1846  (Levrenn 1 Levrenn 2, p. 260-264)



XXV


BLEUNIOU MAE.


(Ies Kerne.)


I.


Neb a wele Jeff ar ann ot,
Drant he lagad, ru he diou chot ;

Neb a wele Jeff er Pardon,
A deue joa enn he galon.

Neb he gwele ar he gwele,
Gant true out hi a wele.

Gand true deuz ar plac’hik klan ;
Ker gwenn evel eul lilien han.

Hi lare d’he mignonezed
War bankig he gwele chouket :

— Mignonezed, ma em c’haret,
Enn han Doue, na welet ked.

C’hui oar a-vad, mervel zo red :
Doue war ar groaz en deuz gret. —


II.


P’az iz dar feunten da vid dour :
Ann estik-noz a gane flour :


— Ma ar miz mae o vont e biou,
Gand ar bleuniou war ar c’hleuniou ;

Euruz eo ann dud iaouank-ze
Hag a varv enn amzer neve !

Evel ar rozen deuz ar brank,
E tisparti ann dud iaouank ;

Re ’nhe a rei arog eiz-te,
E vo roet d’he bleuniou neve ;

Hag int deuz a-greiz, d’ar baroz,
’Vel bivik-doue, deuz ar roz. —


III.


— Jeffik, Jeffik, ne ouzoc’h ked
Pez en deuz ann estik laret :

« Ma ar miz mae o vont e biou,
« Gand ar bleuniou war ar c’hleuniou. »

Ar plac’hik dal m’ e deuz klevet,
He daouarn e kroaz ’deuz laket

— Me laro eunn Ave Maria
Enn ho enor, itron Varia,

Ma plijo gad ho mab Doue,
Da gaout dioun-me true ;

Ma ’z inn, bremaik, da c’hortoz
Va mignonezed er baroz —

Oa ked he Ave achuet
Stoui he fenn hi e deuz gret ;


Stoui he fenn hi e deuz gret,
He daoulagad e deuz sarret.

Neuze oe klevet ann estik,
O kana c’hoaz el liorzik :

« Euruz eo ann dud iaouank-ze
Hag a varv enn amzer-neve !

« Euruz eo ann dud iaouank-ze
A ve roet d’he bleuniou neve ! »


————