Barzhaz Breizh/1846/Buhez Sant Efflamm
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Sant Eflamm hag ar Roue Arzhur.
Eur brenin [1] euz a Ilibreni,
En doa eur verc’h da zimizi,
Deuz ar brensezed ar vraoa,
Hag hi he hano Enora.
Gand leiz e oa bet goulennet,
Hag holl e oant bet distolet,
Nemed ann otro braz Efflamm,
Mab d’eur brenin all, ha drant-flamm.
Met laket e doa enn he benn
Monet da ober pinijen,
Enn eur minic’hi, enn eur c’hoad,
Ha mont kuit digand he c’hreg vad.
Deiz ann eured, e-kreiz ann noz,
Ann holl er gwele kousket kloz,
Deuz he c’hichen e oa lammet,
Ha mez deuz ar gampr, didrouz net ;
Ha mez deuz ar palez eaz,
Na den e-bed na zihunaz ;
Ha pell deuz ar gev skanv ha feul,
Ha nemed he gi-red d’he heul ;
Hag hen digouezet gand ann treaz,
Ha klask eul lestr bennag a reaz :
Kaer en doa sellet a bep-tu,
Wele nikun gand ann noz du.
Ken a zavaz al loar enn en,
Hag e welaz enn he gichen
Eunn arc’hik toull hag hi kollet,
Hag hi tolet ha dislolet.
Efflamm a grogaz enn ezhi,
Hag a bignaz kerkent enn hi,
Ha n’oa ket c’hoaz savet ann deiz,
Pa oa tostik-tost ouz a Vreiz.
Breiz neuze a oa trubuillet
Gand loened gwez ha dragoned,
Hag a wall-gase ar c’hanton
Ha, dreist ann holl, bro Lannion,
Kalz aneo a oa bet lazet,
Gand penn-tiern ar Vretoned
Arzur, a neuz kavet he bar,
Abaoe ’ma war ann douar.
Pa zouareaz sant Efflamm,
Ar roue welaz oc’h emgann,
He varc’h taget enn he gichen,
Goad deuz he fri, ha war he gein ;
Eul loen gwez gant han tal-oc’h-tal,
Eul lagad ru e-kreiz he dal,
Skanto glaz endro d’he ziou skoa,
Kemend hag eur c’hole daou vloa ;
He lost evel eur vins houarn,
He vek digor rez he ziou-skouarn,
Skilfo enn han gwenn ha lemmet
Evel ann hoc’h gwez, hed-ha-hed.
Tri deiz oant emgann evel-se,
Heb bea ’nn eil ’vid egile ;
Hag ar roue mont da fatan,
Pa zigoueaz Efflamm gant-han.
Ar roue Arzur lavaraz
Da zant Efflamm, dal’ m’ he welaz :
— Plijfe d’hoc’h, otro pirchindour,
Digas d’i-me eul lommik dour ?
— Mar plij d’ann Otro benniget,
Dour awalc’h a vezo kavet. —
Hag hen da skei gant penn he vaz,
Dre deir gwech, war beg ar roc’h-c’hlaz.
Ken a zilammaz eur vammen
Dioc’h beg ar garrek, rag-ann-neo,
A dorraz d’Arzur he zec’hed,
Hag a roaz d’ean nerz ha iec’hed
Hag hen d’ann dragon adarre,
Ha planta ’nn he vek he gleze ;
Ken a loskaz eur iouaden,
Ha ’kouezaz er mor war he benn.
Ar roue pa’n deuz hen lazet,
D’ann den Doue en deuz laret :
— Deut, m’ho ped, da balez Arzur,
M’ho lakai enn ho plijadur.
— Sal-ho-kraz, otro, na inn ket,
D’al lean am euz sonj monet.
Mar plij gan-e-hoc’h, me a jomo
Er roz-man, keid ha ma vinn heo.
Enora oa souezet braz,
Tronoz-beure, pa zihunaz,
O c’houzout petra oa digouet,
Na pelec’h oa eet he fried.
Evel ma red dour er gwazio,
E ro he daou-lagad daelo,
Dre ma oa, siouaz d’ei, losket,
Gand he mignon, hag he fried.
Gwelan defa gret pad ann de,
Heb kavout frealz d’he ene.
Gwelan goude koan defa gret,
Heb gallout bean diboanniet.
Ken a goueaz kousket skuiz tre,
Hag a zeuaz d’ei eunn hunvre :
Gwelet he goaz enn he c’hichen
Ker kaer evel ann heol melen,
Hag e lare : — Deut-hu gan-e,
Mar fell d’hoc’h miret ho ene ;
Deut, heb dale’ bed, war ar mez,
Da ober ho silvidigez. —
Hag hi, dre hun, da lavaret :
— Mont a rinn gan-e-hoc’h, va fried ;
Lec’h a gerfet, da leanez,
Da ober va silvidigez. —
Ar re goz ho deuz lavaret
Penoz e oa hi bet douget,
Hag hi kousket, dreist ar mor braz,
Gand ann elez, da zor he goaz.
Toull dor he goaz pa zihunaz,
Tri zol war ann nor a reaz :
— Me zo ho tous hag ho pried
A zo gant Doue digaset. —
Hag hen d’he anaout dioc’h he mouez,
Ha da zevel kerkent, ha mez ;
Hag he zorn ’nn he dorn a lake,
Gand komzo kaer demeuz Doue.
Goude ’savaz eul lochik d’ei,
Tal he hini, a goste klei,
Tal ar feunteun, gand balan glaz,
Enn eur wasked, dren ar roc’h c’hlaz.
Pellik meur e chomjont eno,
Ken a ieaz brud dre ar vro
Deuz ar burzudo defant gret,
Ha oant bemde darempret.
Eunn noz ann dud oa war ar mor
A welaz ann envo digor,
Hag e klefjont melodio,
Ken a oant bamet o selao.
Hag antronoz eur baourez-gez,
Hag hi kollet gant hi he lez,
He bugel o vont da zempla
A zeuaz da gaout Enora.
Kaer e doa gervel toull ann nor
Na deue gour evid digor,
Ken a welaz tre eunn toullik
Ann itron stouet maro-mik,
Hi kaer evel ann heol melen ;
Hag al lonch leun a sklerijen ;
Hag eur potrik gwisket e gwenn,
War he zaou-lin enn he c’hichen.
Hag hi da ziblas, enn eur red
Da gavout Efflamm benniget :
Digor kaer oa dor ar mini,
Hag hen maro ’vel he hini.
Ann traou-man ma n’ankounac’hor,
Ne ma int bet biskoaz e neb leor,
Lekeat int bet e gwerzo,
Da vean kanet enn ilizo.
- ↑ Ce titre curieux, que les chanteurs dénaturent en prononçant breignen, se présente pour la première fois dans la poésie armoricaine ; il est le diminutif du mot celtique brenn, roi ; la plupart des versions de la légende le remplacent par le mot roué.