Barzhaz Breizh/1846/Ened Rosporden
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ened Rosporden.
D’ar seizved de war-n-ugent demeuz a viz c’houever
Euz ar bloa mil-pevar-c’hant-pevar-ugent-ha-c’houec’h,
Enn deveziou meur-larje, e ker a Rosporden
A zo c’houarvet eur reuz braz. — Chilaouet, kristenien !
Tri den iaouank dirollet oa enn hostaliri ;
Ha gand gwin leiz ar poudou oa ho goad o virvi.
O veza evet awalc’h hag ho c’hofou karget :
— Gwiskomp-ni krec’hen loened ha deomp-ni da redek ! —
Ann trede potr anezho, ar potr ann disteran,
O welet he vignoned o pellat diout-han,
A iez raktal d’ar garnel, he benn en deuz laket
He benn barz eur penn-maro ; heuzuz oa da welet !
E toullou ann daou-lagad e lakaz diou c’houlou ;
Hag e lamme ’vel eunn diaoul, e-kreiz tre ar ruiou.
Ar vugale a dec’he enn eur spont braz ra-z-han,
Hag ann dud reiz ho unan, a rede diraz-han.
Ober a rejont ho zro heb dont da ’n em gaouet,
Enn eur c’horn euz ar ger-ze pa oant ho zri digouet.
Neuze ioual ! ha lampat ! ha godisal ho zri :
— Otrou Doue pelec’h oud ? Deuz gen-omp da c’hoari. —
Doue skuiz oc’h ho gwelet a skoaz eunn toll pouner,
Ken a roaz eur grenaden d’ann holl dier e ker ;
Koventi rez ’nn ho c’halon ann holl vourc’hizien,
Ken na gredjont oa erru divez euz ar bed-men.
Distrei rez ann disteran, arog mont da gousket,
Da zigas ar penn-maro endro barz ar vered ;
Hag hen da vont d’he bedi, ’nn eur drei he gein dezha :
— Deuz d’am zi ta, penn-maro, deuz arc’hoaz da goania. —
Neuze d’he di da gemer he baouez ez eaz,
E saillaz barz he wele hed ann noz e kouskaz.
Tronoz vintin pa zavaz, hen mont da labourat,
Heb koun’bet mui d’ann derc’hent ken-nebeud d’ann ebat.
Hen monet da dap he forc’h, monet da labourat,
O kana war boez he benn, o kana dizonj vad.
Hogen, pa oa ’nn dud ouz tol, war dro ann noz-digor,
E klevjont unan-bennag a skoe war ann nor.
Ar mevel a zavaz prim evid digor d’ea,
Kement e oe estlammet, ma teuaz da goea,
Ha daou zen-all a lammaz raktal ’vit he sevel,
Kemend e oent stravillet ha ma oe red mervel.
Kerza re ann Anaon kreiz ann ti ha dale :
— Chetu me deut da goania, da goania gen-oud-de.
Deomp-ni ta, ma mignon kez, ne ket pell ac’hane,
Deomp-ni hon daou d’am zol-me a zo savet am be. —
Ne oa ked he c’her gant-han, siouaz, peurachuet,
Pa iudaz ann den iaouang, enn eur spont garv meurbet ;
Ne oa ket he gomz gant-han, he gomz peurlavaret,
Pa gouezaz krenn war he benn ar paourkez diframmet.