Barzhaz Breizh/1846/Greg ar c’hoazour

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Gwreg ar C’hroazour ha Itron ar Faoued.



XIX


GREG AR C’HROAZOUR.


(Ies Kerne.)


Endra vinn er brezel lec’h eo red d’in monet,
Da biou e roinn me ma dousik da viret ?
— Digaset-hi d’am zi, va breur-kaer, mar keret
Me hi lakai e kampr gant va zemezeled ;

Me hi lakai e kampr gant va zemezeled,
Pe barz ar zal enor gand ann itronezed.
Enn eunn heveleb poud e vo gret d’he ho boed,
Ouz ann heveleb dol e veint azeet. —

Benn eunn nebeut goude kaer vije da welet
Porz maner ar Faouet leun a zuchentiled ;
Peb kroaz ru war ho skoa, peb marc’h braz, peb banniel,
Evit klask ann otrou da vonet d’ar brezel.

Ne oa ked oet pell-meur er mez demeuz ann ti,
Pa oe laret d’he c’hreg kalz a brezegou kri :
— Diwisket ho prouz-ru, hag unan wenn gwisket,
Red eo monet d’al lann da beuri al loened.

— Ho tigare, va breur ; petra em euz me gret ?
Me ne m’onn bet biskoaz o peuri ann denved.
— Ma n’ em-oc’h bet biskoaz o peuri ann denved,
Aman zo ’ma goaf hir a ziskei d’hoc’h monet. —

Bet eo epad seiz vloa, ne re nemed goela ;
Enn divez ar seiz vloa ’n em lakaz da gana.
Hag eur marc’heg iaouang o tont euz ann arme,
A glevaz eur voez dous kana war ar mene.


— Arz, va floc’hik bihan, krog e brid va marc’h-me :
Me glev eur voez argant kana war ar mene ;
Me glev eur voezik flour war ar mene kana ;
Hiriou a zo seiz vloa hi c’hleviz diveza.

— De-mad a larann d’hoc’h, plac’h iaouang ar mene,
Ha merniet mad hoc’h euz pa ganet ken ge se ?
— Ia, merniet mad em euz, a drugare Doue :
Gand eunn tamm bara zec’h em euz debret ame.

— Leret d’in plac’hik koant o peuri ann denved
Hag hen er maner-ze halfenn bout kemeret.
— O ! ia zur, ma otrou, digemer a geffet
Hag eur marchosi kaer da lakat ho ronsed.

Eur gwele mad a blun ho pezo da gousket
Evel-d-on-me gwechall pa oann gant ma fried ;
Ne gouskenn ket neuze er c’hraou gand al loened,
Nag e skudel ar c’hi ne vize gret ma boed.

— Pelec’h eta, ma merc’h, pelec’h ’ma ho pried,
Pa welann enn ho torn liamm euz ho eured ?
— Ma fried, va otrou, a zo eet d’ann arme ;
Bleo melen hir en doa, melen evel ho re.

— Ma en doa bleo melen kerkouls evel-d-on-me,
Laket evez, va merc’h, na vije me a ve ?
— Ia, me eo ho itron, ho tous hag ho pried,
Ma hano zo, e gwir, itron euz ar Faouet.

— Lezet al loened-ze ma ieffemp d’ar maner,
Mall a zo gan-i-me da erruout er ger.
— Eurvad d’id-de, va breur, eurvad d’id a larann ;
Penoz ia ma fried am boa losket aman ?

— Azeet-hu, va breur kadarn ha koant bepred !
Eet eo da Gemperle gand ann itronezed.

Eet eo da Gemperle elec’h ma zo euret,
Pa zistreio d’ar ger aman a vo kavet.

— Gaou a lerez d’in-me ! rag t’ec’h euz he c’haset
Evel eur glaskerez da beuri al loened ;
Gaou a lerez d’in-me e kreiz da zaoulagad,
Rag e ma dreon ann nour, aze, oc’h huanat.

Tec’h tu-ze gand ar vez ! tec’h kuit, breur milliget !
Karget eo da galon a zroug hag a bec’hed !
Ma na ve ti ma mamm, ma na ve ti ma zad ;
Me lakefe va c’hlenv da ruia gand da c’hoad ! —


————



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key f \major
    \tempo \markup {\italic Allegretto.}
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    \time 6/8
    \partial 8
    d8 | a'4. a8 b a | g4. g8 c b | \break
    a([ b]) c a([ b]) g | a4. a8 bes a | g4. g8 c bes | \break
    a([ bes]) c a4 r8 | r4 r8 r4 d,8 | a'4. a8 \stemUp bes a | \break
    g4. e8 f g | g r f e([ f]) g | \break
    a4. a8 bes a | g4. e8 f g | f4 e8 \appoggiatura e d4 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Keit a vinn er bre -- zel lec’h eo red
    d’in mo -- net, Da biou e ro -- inn -- me ma dou -- sik
    da vi -- ret_? Di -- ga -- res -- hi d’am
    zi, va breur kaer, mar ke -- ret me
    hi la -- kai e kampr gand va ze -- me -- ze -- led.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }