Barzhaz Breizh/1846/Kloarek Rohan

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kloareg Roc’han.



XXIII


KLOAREK ROHAN.


(Ies Kerne.)


I.


Merc’hik koantig euz a Rohan ;
Chome merc’h nemet hi eunan.

Etre daouzeg ha trizek vloaz,
Da oa d’ezhi kemer eur goaz,

Da oa d’ezhi ober dilen
Tre baroned ha marc’heien,

Tre marc’heien ha baroned
Hag a zeue d’he darempret.

Na blije nekun d’ei anhe.
Med ann otrou baron Vahe,

Ann otrou kastel Trannioli,
Den klog a goste ’nn Itali.

Hennez a blijaz d’he c’halon,
Dre ma oa leal ha gwirion.

Tri bloavez hanter e oa bet
E plijadur ann daou bried ;

Ken oe kaset kannad d’ann holl
Da vont d’ar brezel da zao-heol.

— Pa ’m onn deuz ar goad huella,
Red eo d’in monet da genta.

Arsa ’ta ! kenderv, pa eo red,
D’id a rann karg ouz ma fried,


Ouz ma fried, ouz ma mab ker,
Kloarek mad, pez out-ho preder. —

Tronoz-vintin, pa ee kuit,
Marc’het mad, sternet, hag iskuit ;

Chetu ann itron, o welo,
O tiskenn gand ar pazenno :

O tont d’ann traon gand he c’hredur,
A hirvoude ann itron fur.

Enn he vete pa oa digouet,
Krog e penn he c’hlin e deuz gret,

E penn he c’hlin e deuz kroget,
Gand he daelou deuz hen glebet.

— Va otrou ker, ha ! me ho ped,
Enn han Doue ! n’am lezit ket ! —

Ann otrou, gand true out-hi,
A astennaz he zorn d’ezhi ;

Ha d’ann nec’h en deuz hi savet,
Hag enn he rog neuz hi laket ;

War he varc’h neuz hi azeet,
Hag he briatat en deuz gret.

— Jannedik kez, tao az oelo,
Evid eur bloa vinn deut endro. —

Hag he vap en deuz kemeret
Diwar barlenn he zous pried ;

Tre he ziou-vrec’h he gemeraz,
Hag out-han ker kaer a zellaz :

— Ne ket, ma mab, pa vi enn oad
A zi d’ar brezel gand da dad ? —


Pa oa vont ’mez deuz ar porz,
Braz ha bihan a grie fors,

Bihan ha braz holl a wele ;
Nemed ar c’hloareg, hen na ree.


II.


Ar c’hloarek trubard lavare
D’ann itron iaouang, eur beure :

Chetu ar bloavez achuet,
Kerkouls hag ar brezel, me gred ;

Chetu achuet ar brezel,
Ha na zistro ked d’ar c’hastel.

Leveret d’in, va c’hoar itron,
Pez a vad a venn ho kalon ?

Daoust hag eo deut ar c’hiz nevez,
Beo ann ozac’h, chom intanvez ?

— Ser da vek, kioarek milliget !
Leun eo da galon a bec’hed ;

Mar ve ma fried barz ann ti,
E dorfe d’id da izili. —

Ar c’hloarek pa’n deuz hi c’hlevet,
D’ar chas-si e-kuz ma eet,

Ki-red ann otrou neuz kavet,
He gouzoug en deuz kontellet.

Ha goude m’en deuz hen lazet,
Gand he wad en deveuz skrivet,

Skrivet en deveuz lizeriou
Da gas d’ann arme d’ann otrou :


Hag el lizeriou oa merket :
« Ho kreg, otrou ker, zo nec’het,

« Ho kregig gez zo gwall nec’het,
Enn abek d’eur reuz zo c’hoarvet :

« Da hersal ann heiez ’ma bet,
Hag ho ki-red-gial zo kreouet. »

Ar baron en deuz askrivet
D’al lizer, pa ’n deuz hen lennet :

« Laret d’am greg ket kemer nec’h,
Ni hon euz argant awalec’h ;

« Mar ma maro va c’hi-red-gial,
O tont d’ar ger, me brenno ’nn all ;

« Met na heuli re ann heiez,
Gand aon rag helourien direiz. »


III.


Monet eure ar c’hloarek fall
Da ved ann itron eur wech-all :

— Koll a ret, itron, ho kened,
O welo noz-de ’vel ma ret.

— Me na rann fors gand va gened,
Pa na zeu endro, va fried.

— Pa na zeu ho pried endro,
Me chans, eo dimet pe maro.

E bro sao-heol zo merc’hed koant,
Hag ouspenn ho deuz kalz ’argant.

E bro sao-heol a zo brezel ;
Eleiz, siouaz ! a renk mervel.


Mar ma dimet, milliget-han,
Mar ma maro, ankouait-han.

— Mar ma dimet, me a varvo,
Me a varvo, mar ma maro.

— Ar bank enn tan na laker ket,
Dre ma ve ann alc’houe kollet ;

Eunn alc’houe neo, war va mennoz,
Zo gwell eged eunn alc’houe koz.

— Tec’h tu-ze, kloarek reuzeudik,
Goret e da deod gand traou-lik. —

Ar c’hloareg evel m’he c’hlevaz,
D’ar marchosi e-kuz a eaz,

Marc’h ann otrou en deuz kavet,
Kaeran oa er vro hed-da-hed :

Gwenn evel vi ha flouroc’h c’hoaz ;
Prim evel evn, ha kas-digas ;

Ha biskoaz ieoten na beuraz
Nemet lann-bill ha segal glaz.

Ar c’hloarek pa ’n deuz arvestet,
He c’hour-glen ’nn he vrusk neuz plantet ;

Ha goude ma’n deuz hen pilet,
D’ar baron en deveuz skrivet :

« C’hoarvet eo eur reuz all er ger,
(Na deret ket, va otrou ker)

« O tont euz eur fest-noz d’ar ger,
Torret gant ho marc’h he ziou-sker. »

Ar baron en deuz askrivet :
« Ha gwir eo ve ma marc’h lazet !


« Lazet va marc’h ! kreouet va c’hi !
Kenderv kloareg, aliet-hi !

« Alken, ne ket red ober trouz,
Nemet mont mui d’ar festou-nouz ;

« Ne ked hebken diou-sker ronsed.
Torri priejou a ve gret. »


IV.


A-benn eur pennad goude-ze,
Teuaz ar c’hloareg adarre :

— Ouz-in, itron, a zentefec’h,
Pe brema raktal e varfec’h !

— Gwell eo gan-in mil gwech mervel
’Vid ober eur pec’het marvel. —

Ar c’hloarek lik, pa he c’hlevaz,
Gand ar gounnar a zridallaz :

He c’hour-glen en deuz diwennet,
Ha gant-hi en deuz hen bannet ;

Met he el gwenn hi diwallaz,
Ha gand ar voger e skoaz ;

Hag ann itron gez d’en em dec’h ;
Ha da brenna ’nn or war he lerc’h.

Ha hen da zastum he c’hour-gleon,
Ken diboel evel eur c’hi klaon ;

Hag hen d’ann traon gand ann diri
Ha daou ha daou ha tri ha tri ;

Ha tre e kambr ar vagerez ;
Ar bugel enn hi kousket ez :


Enn hi he unan ar bugel,
Eur vrec’h e-mez euz he gavel,

He vrec’hig istribil a-grenn,
Hag he vrec’h all dindan he benn ;

Hag he galonik dizolo.....
Siouaz ! mamm baour, c’hui a welo !

Ha goude d’ann nec’h e pignaz,
Hag e du ha ru e skrivaz,

Skrivaz kena-ken d’ann otrou :
« Hastit ! hastit da zont endrou ;

« Hastit, otrou, da zont d’ar ger
Da lakat reiz enn ho maner ;

« Lazet ho ki, hag ho marc’h glaz,
Ne ked aze ra d’in-me was,

« Ne ked aze raio d’hoc’h was :
Lazet ho pugelik, siouaz !

« Ar wiz-vraz e deuz hen debret
Keit ha m’oa er bal ho pried,

« Er bal gand he dous meliner
A blant eur rozen er maner. »


V.


Pa erruaz al lizer gant-han,
Oa o tonet deuz ann emgann,

Oa o tonet trezeg he vrou ;
C’hoari-gaer gand ann drompillou.

Tra ma oa o lenn al lizer,
Teue ar baron ter-oc’h-ter ;


Ha pa oa al lizer lennet,
Tre he zaouarn deuz hen flastret,

Ha gand he zent deuz hen roget,
Ha gant treid he varc’h mac’hellet.

— Prim ! trezek Breiz ; primoc’h-ta, floc’h !
Pe me blanto va goaf enn hoc’h ! —

Ann otrou er ger pa erruaz,
Tri zol war ann nor-borz a reaz,

War ann nor-borz a reaz tri zol,
Ken a lakaz da grena ’nn holl.

Ar c’hloareg evel ma klevaz,
Da zigor ann nor a redaz :

— Petra ta, kloarek miliget,
M’boa ked roet d’id karg ma fried ! —

Ha planta he c’hoaf enn he vek,
Ma teuaz dre he choug ar bek.

Hag hen d’ann nec’h gand ann diri,
Ha tre e-barz kampr he hini,

Ha kent ma hellaz lavar ger,
Gand he glenv he zreuzaz e-berr.


VI.


— Otrou belek, d’in leveret,
Er c’hastel petra peuz gwelet.

— Me am euz gwelet eur c’hlac’har
Mar zo bet biskoaz war ann douar ;
 
Gwelet eur verzerez am euz,
Hag he merzener ’vont gand keuz.


— Otrou belek, d’in leveret,
Er c’hroaz-hent petra peuz gwelet ?

— Eur c’hagn a weliz dizolo,
Ha chas ha brini war he zro.

— Petra peuz gwelet er vered,
Da sklerder al loar, ar stered ?

— Eunn itron wenn enn he c’haonze
A weliz war eur be neve,

Eur mabik koant war he barlen,
Toullet dreuz-didreuz he gerc’hen,

A goste deou eur c’hi-red gial,
Eur marc’h gwen-kann, a goste all :

Ann eil he c’houzouk kontellet,
Egile treuzet he vruched ;

Hag ho fennou a astennent,
Hag he daouarn flour a lippent ;

Hag hi a-ioul-vad, tro-e-tro,
A ree allazik d’ezho.

Hag he map, dre van gwarizi,
A ree allazik d’ezhi ;

Ken a eaz al loar da guhet,
Ha netra mui n’am euz gwelet ;

Nemet klevet ann estik-noz
A gane gwerz ar baradoz.


————