Barzhaz Breizh/1846/Markiz Gwerand

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Markiz Gwerand.

Franck, 1846  (Levrenn 1 Levrenn 2, p. 122-130)



XI


MARKIZ GWERAND.


(Ies Leon.)


I.


— Deiz-mad ha joa barz ar ger-ma :
Peleac’h ’ma Annaik drema ?

— Enn he gwele ’ma kousket dous,
Evesait ; na rit ket trouz !

Enn he gwele e ma kousket,
Evesait n’he dihunet ket ! —

Kloarek Garlan dal’ma glevaz,
War-laez gand ann diri bignaz,

War laez, ha ker skanv, a bignaz,
War bank he gwele ’nem lakaz

— Sav alese, Naik Kalvez,
Ra ’z aimp hon daou d’al leur nevez.

— D’al leur nevez me n’ed inn ket,
Rag eno zo eunn den displed ;

Gwasa denjentil zo er bed,
E ma ato’ kas va c’haouet.

— Na pa ve kant aneo eno,
N’az pezo droug e-bet hant-ho ;

Na pa vez aneo kant eno,
D’al leur nevez ni a ielo !


Ni a ielo d’al leur neve,
Ha ni zanso kerkouls hag he. —

He brozik gloan e deuz leket,
Ha da heul he mignon eo eet.


II.


Markiz Gwerand a c’houlenne
Gant ann hostiz, ann deiz a oe :

— Hostiz, hostiz, d’in leveret,
N’hoc’h euz ked ar c’hloarek gwelet ?

— Aotrou markiz, em zigaret,
Ne c’houzonn piou a c’houlennet.

— Ho tigarezi ! me n’her grann !
Kloarek Garlan a c’houlennann !

— Eat eo du-ze, evid ann de,
Eur plac’hik koant hed he goste ;

Eat-int du-ze d’al leur neve,
Koant ha drant ho daou, war va fe !

Gant han d’he dok eur blun paven,
Ha diouc’h he gerc’hen eur chaden ;

Ha diouc’h he gerc’hen eur chaden,
Zo kouezet holl war he varlen.

Gant-hi eur korkennik brodet,
Hag eur voulouzen arc’hantet ;

Gant-hi eur korkennig eured,
Dimezet ez int, me a gred.



III.


Markiz Gwerand, enkrezet braz,
Raktal war he varc’h ruz lampaz ;

War he varc’h raktal a lampaz ;
Ha d’al leur nevez ez eaz.

— Kloarek, diwisk da borpansou,
Evit gourenn war ar gwestlou.

Kloarek, diwisk da borpansou,
Ha ni reio eur pek pe zaou.

— Sal-ho-kras, markiz, ne rinn ket.
C’houi zo aotrou, me n’em ounn ket ;

C’houi zo mab ann itroun Gwerand,
Ha me zo mab eur plouezant.

— Evid oud mab eur plouezant,
Te c’heuz dibab ar merc’hed koant.

— Aotrou markiz, em zigaret,
Ne ket me meuz hi dibabet ;

Markiz Gwerand, em zigaret,
Gand Doue eo bet d’in roet. —

Annaik Kalvez a grene,
Oc’h ho c’hlevout o komz giz-ze.

— Tavit, va mignon, deomp d’ar ger,
Heman a rei d’eomp poan ha nec’h.

— Araok, kloarek, lavar d’in-me :
Na te oar c’hoari ar c’hleze ?


— Biskoaz kleze n’em euz douget ;
C’hoari penn-baz, lavarann ket.

— Na te c’hoarife gan-in-me :
Eur paotr ter, a glevann oud-de.

— Aotrou denjentil, va fenn-baz
Na dal ho kleze hir ha noaz.

Aotrou denjentil na rinn ket,
Ho kleze a ve saotret.

— Mar ’d eo va c’hleze saotret,
Ebarz da c’hoad a vo gwalc’het. —

Naik p’e deuz gwelet redek,
Redek goad he mignon kloarek ;

Annaik, enn eur strafil braz,
Da vleo ar markiz a zaillaz.

Da vleo ar markiz a zaillaz,
Hag endro dal leur he stlejaz.

— Tec’h tu-ze, markiz traitour,
Te c’heuz lazet va c’hloarek paour !


IV.


Naik Kalvez o tont endro,
Leun he daoulagad a zaero.

— Va mammik ma em c’haret
Va gwele d’in-me a refet ;

Va gwele d’in-me refet aez ;
Rag va c’halounik zo diaez.

— Ho kaloun a zo diaezet,
Va merc’h, dre m’ hoc’h euz re zanset,


— Va mamm, ne meuz ket re zanset ;
Markiz fall en deuz hen lazet !

Markiz Gwerand, ann traitour,
En deuz lazet va c’hloarek paour !

C’houi a lavaro d’ar c’hleuzier,
Pa zeuio d’he gerc’hat d’ar ger :

« Na daol tamm douar war he vez :
E berr va merc’h a iei ivez. »

Pa n’omp bet kousket er gwelead,
Ni gousko hon daou er toullad ;

Pa n’omp bet eureujet er bed,
Dirak Doue vimp eureujet. —


————