Barzhaz Breizh/1867/Ann amzer dremenet
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Amzer Dremenet.
Bretoned, savomp eur gentel
Diwarbenn potred Breiz-izel.
— Deut da glevet, da glevet, gwitibunan ;
Deut da glevet, da glevet ar c’han. —
Potred Breiz-izel ho deuz gret
Eur c’havel koant hag hen treset.
— Deut da glevet, etc.
Eur c’havel kaer karn olifant,
War-n-han tachou aour hag arc’hant.
Tachou aour hag arc’hant war-n-han,
A luskellont gand nec’h breman.
Ha breman, oc’h he luskellat,
Daelou ver euz ho daoulagad.
Daelou a ver, daelou c’houero :
Neb a zo enn han zo maro !
Zo maro, zo maro pell-zo,
Hag hi luskel, o kana ’to,
Hag hi luskel, luskel ato,
Kollet ar skiand-vad gant-ho.
Ar skiand-vad ho deuz kollet ;
Kollet ho deuz joaiou ar bed.
N’euz er bed evid ar Breton
Nemed nec’h ha poaniou kalon ;
Kemed nec’h ha poaniou spered
Pa zonj d’ann amzer dremenet.
Enn amzer goz, na welec’h ket,
O vale dreman laboused ;
Koz-laboused c’hlaz ar gwiriou[1]
Sonn ho fenn ha braz ho c’henou.
Ne oa er vro gwiriou nikun,
Na war hoalen, na war vutun.
Butun hag hoalen a goust ker,
Na gouste, gwechall, ann hanter.
Gwechall na welec’h d’ann dachen
O redeg ar valtoterien ;
O redeg, evel ar c’helien,
Ouc’h c’houez ar zist d’ar varriken.
Gwir a zo war bep barriken,
Med war hini ar zonerien.[2]
Na gasec’h ked, amzer gwechall,
Hon tud iaouank d’ar broiou-all,
D’ar broiou-all, — ho ! — da vervel ;
Pell, siouaz ! euz a Vreiz-Izel !
E Breiz-Izel er maneriou
Oa tud vad o difenn ar vrou ;
Brema, penn-ann-dol, e weler,
Neb a vire saout ar maner,
Er maner, pa oa un den paour,
N’hel loskec’h ket pell toull ann nour ;
Ann itron vad, o vont d’ann arc’h,
Diskarge bleud kerc’h leiz he zarc'h ;
Boed a roe d’ann neb en doa naon,
Ha louzou d’ann neb a oa klaon.
Boed na louzou mui na roer,
Re baour a dec’h ouz ar maner ;
Penn-izel, a dec’h ann dud paour,
Gand aoun ar c’hi e toull ann nour ;
Gand aoun ar c’hi pini a lamm
Gand ar c’houer ha gand e vamm.
Ar bloaz oe ma mamm intanvez,
Oe d’am mamm eur gwall vloavez.
Be’z e doa nao a vugale,
Ha n’e doa bara da rei d’he.
Ann neb en deuz hennez a rei,
Mont a rann d’he gavout, emei ;
Da gavout ann den divroet :
Doue r’hen dalc’ho e iec’hed !
— Iec’hed d’hoc’h, otrou ann ti-ma,
Deut onn aman da c’hout eunn dra ;
Da c’hout hag hen d’hoc’h a blijfe
Rei eunn tamm boed d’am bugale ;
Boed d’am nao a vugaligou
N’euz-int bet, tri dez-zo, otrou. —
Ann divroad a respontaz
D’am mamm baour kent ha m’he c’hlevaz :
— Kers alese, deuz treuz va zi,
Pe me losko war-n-out va c’hi. —
Gand aoun ar c’hi, kuit a eaz,
O c’hoela a-hed ann hent braz.
Ann intanvez baour a oele :
— Petra roinn-me d’am bugale ?
D’am bugale petra roinn-me
Pa lerint : « mamm, naoun am euz-me ! »
Na wele ked he hent ervad,
Gand ann daelou enn he lagad.
Enn hanter-hent pa oe digouet,
Ann otrou kont e deuz kavet ;
Otrou kont maner Pratuloc’h,
O vont da heizal da Goatloc’h ;
O vont da Goatloc’h da heizal,
Hag hen pignet war he varc’h geal.
— Va c’hregik vad, d’in leveret,
Perak ’ta, perag a oelet ?
— Goela rann war ma bugale,
N’am euz ket bara da roi d’he. —
— Va c’hregik, ne ket red goela ;
Dalit argant ; it da brena. —
Bennoz Doue d’ann otrou kont !
Seurt-se a zo tud, me respont !
Pa ve red d’in mont d’ar maro,
Me iei evit-han, pa garo.
Seurt-se zo tud a galon-vad,
Pere a glev ouz a bep stad ;
Pere a glev ouz a bep stad,
Pere d’ann holl dud a zo mad.
Zo mad d’al labourerien gez,
Ha n’ho lakafe ked e mez ;
E mez 'vel ar vistri neve,
Gand c’hoant da griski ho leve ;
Ho leve ; heb sonjal neb ra,
Er bed all, zur, he nebeuta.
Nez ked seurt-se lak da werza
Gwele eur merour gand he dra.
Ne ked seurt-se a lak pea
Daou skoed d’eur c’hreg o klask bara ;
Daou skoed evid pez a buraz
He bioc’h lec’h eaz a-holl-viskoaz.
Ne ked seurt-se ’zifenn sersal ;
Pa eont d’ar c’hoad, hi c’halv re all.
Ne ked seurt-se nac’hfe eunn dle ;
Eur skrid, avad, a dall ho le.
N’int-ho ked klan gand al lorgnez ;
Nemed ann dudjentil nevez.
Ann dudjentil nevez zo kri ;
Gwell a oa re goz da vistri.
Re goz, evit-ho da vout ter,
A gar, a galon, ar c’houer.
Hogen re goz, siouaz d’ar bed !
N’int ket mui ker stank ha ma int bet.
Stankoc’h e gaver debrerien
Evid ann dud mad d’ar beorien.
Ar beorien a vo paour ato,
Ha re ker ato ho debro.
Ato ! koulskoude oe laret
« Falla douar ar gwella ed ;
« Ar gwella ed, pa deui endro
« Ar roueou goz, da rena ’r vro. »
Ar roueou goz zo distroet,
Ann amzer goz ne deuz ket gret.
Ann amzer goz na deui ket mui ;
Trubardet omp, siouaz d’e-omp-ni !
Siouaz d’e-omp ! trubardet omp bet !
Enn douar fall, ’ma fall ann ed.
Gwas-oc’h-gwas, kriz-oc’h-kriz ar bed
Diskiant eo neb n’her gwel ket.
Diskiant neb eaz da gredi
E teui da c’houlmed ar brini ;
Da gredi e vleunio biken
Liliou war gouriou raden ;
Neb a eaz da gredi a goue,
Ann aour melen deuz beg ar gwe.
Deuz beg ar gwe na goue netra,
Nemed ann deliou sec’h na ra ;
Nemed ann deliou sec’h na goue,
Da ober lec’h d’ar re neve.
Nemed ann deliou melen aour,
Da ober gwele d’ann dud paour.
En em gonfortet, peorien geiz,
Gweleou plun ho po eunn deiz ;
C’houi po, elec’h gwele gwial,
Gwele olifant er bed-all.
Savet eo bet ar gentel-man
Da c’houel Maria, goude koan ;
Savet eo bet gand daouzek den,
Enn eur zansal war ann dachen :
Tri glask pillou, seiz had segal,
He vala flour a ra ’nn daou all.
— Ha setu gret, setu gret, gwitibunan ;
Ha setu gret, setu gret ar c’han —