Barzhaz Breizh/1867/Ann ifern
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Ifern.
Diskennomp holl, kristenien, enn ifern da welet
Ar wanerez estlammuz euz ann eneou daonet
Pe re zo dre wir Doue dalc’het e-barz ann tan,
O veza gret gwallzispign euz he c’hraz er bed-man.
Ann ifern zo eunn toull don leun a devalijen,
Elec’h na weler morse bihana sklerijen,
Ann noriou zo bet sarret ha prennet gand Doue,
Ha n’ho digoro biken ; kollet eo ann alc’houe !
Eur forn c’horet er bed-ma ne d-eo nemed moged,
E-kever tan ann ifern, tan eneou daonet,
Gwell e ve devi enn hi ac’han da fin ar bed
Eget beza enn ifern e-pad eunn heur gwanet.
Iudal reont aboez penn, evel chas kounnaret ;
Ne ouzont pelec’h tec’het, peb-lec’h ez-int losket ;
Ann tan zo war ho gorre, ann tan zo dindan ho,
Ann tan zo a bep kostez hag ho devo ato.
Ar mab a lamm gand he dad, hag ar verc’h gand he mamm,
D’ho stleja, gand mil malloz, dre ho bleo, kreiz ar flamm.
— Malloz d’hoc’h, greg diaket, hag hoc’h euz hon ganet ;
Malloz d’hoc’h, tad didalvez, kiriok oc’h omp daonet ! —
Ho magadurez a vo da viken gand Satan
Kaezour ann dragoned, etouez ar gwaziou tan ;
Hag ho evach ho daelou, hag a vezo mesket
Gand mil ha mil seurt viltanz ha goad ann touseged.
Ha kignet vo ho c’hroc’hen, hag ho c’hig difreuzet,
Gand beg ann aered-wiber, ha gand dent ann diaouled,
Hag enn tan e vo ruillet ho c’hig hag ho eskern,
Evit ma tevo kreoc’h forn vraz euz ann ifern.
Goude ma vezint losket eur boutadig enn tan,
E vint tolet enn eul lenn leun a skorn gand Satan,
Ha deuz al lenn barz ann tan adarre vint tolet
Ha deuz ann tan barz ann dour, ’vel al loc'h-houarn goeliet.
Neuze teuint da oela, da oela gand enkrez :
— Ho pet ouz omp, ma Doue, ho pet ouz omp truez ! —
Hogen enn aner oelint ; rag ’tra bado Doue
E pado ho ankeniou hag ho enkrez ive.
Ken ter a vezo ann tan ho lesko enn ifern,
Ma teui ar mel da virvi, penn-da-benn d’ ho eskern,
Seul-vui c’houlennint true, seul-vui e vint gwanet ;
Kaer ho devezo iudal, lesket e vint bepret.
Ann tan-ze a zo c’houezet dre vuanegez Doue,
Ha n’helfe ked hen laza zoken pa her c’harfe ;
Biken na dolo moged, ha biken na devo,
Heb ehana d’ho leski biken n’ho distrujo.