Barzhaz Breizh/1867/Ar c’hloarek paour

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar C’hloareg Paour.

Didier et Cie, 1867  (p. 465-467)



AR C’HLOAREK PAOUR
− IES TREGER −


Va boto-koad ’m euz kollet, roget va zreidigo,
O vont da heul va douzik d’ar parko, d’ar c’hoajo ;
Pa ve ar glao, ar grizil, ann erc’h war ann douar,
Kement-ze ne ked eunn harz da zaou zen a ’n em gar.

Va dousik a zo eur plac’h iaouank-flamm evel-d-en,
Ne deuz ket c’hoaz seiztek vloa, eur plac’h koant ha ru-benn ;
He sello zo leun a dan, hag he c’homzo mignon ;
Meuz kemeret eur prizon da lakat va c’halon.


Ne c’houfenn me da betra he hevelebeket,
Mar d-eo d’ar rozennik-gwenn zo roz-Mari hanvet ?
Perlezennig ar merc’hed, blenn lili ar bleunio,
Hirio ma o tigorin ha varc’hoaz e serro.

Me a zo bet, va dousik, oc’h ho tarempredet,
Evel ma ve ann estik war ar spern-gwenn kludet ;
Pa fell d’ean paouean teu ann drein d’he bikan,
Neuze sav war beg ar brank hag e teu da ganan.

Me zo evel ann estik pe ’vel ann anaon
E kreiz lan ar purkator o c’hortoz he levon ;
Achuet eo ann termen hag ann devez deuet
Ma ienn-me ’tre barz ho ti, gand ar Vazvalaned.

Va stereden zo kaled, va stad zo dinatur,
N’em euz bet war ar bed-ma nemed displijadur,
N’em euz na kar na mignon, sioaz ! na mamm na tad,
Na kristen war ann douar hag a garfe va mad.

Ne deuz den barz ar bed-ma abaou’ ed onn deuet,
A zo bet diwar ho penn, kel liez tamallet ;
Rak-se war benn va daou lin, hag enn hano Doue,
Ho pedann-me da gaout ouz ho kloarek true !


Ar zonik man oa savet enn eur dont, gand ann trez,
Euz a bardon Sant Mikel, lec’h ma oa ma mestrez
Pa welann o tont ar mor, ne raffenn man e-bed
Da vezan beuzet enn han, ma n’am silaouer ket.