Barzhaz Breizh/1867/Baron Jaouioz
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Baron Jaouioz.
Pa oann er ster gant va dillad,
Me gleve ’nn evn-glot huanat.
— Tinaik mad, ne ouzoc’h ket ?
D’ar baron Jaouioz oc’h gwerzet.
Gwir, eo ma mamm, pez ’m euz klevet ?
Ha da Jaouioz kouz onn gwerzet ?
— Ma merc’hik paour, ne ouzonn ket ;
Digant ho tad her goulennet.
— Ma zadik, d’in-me leveret,
Ha da Loeiz Jaouioz onn gwerzet ?
— Ma merc’hik ker, ne ouzonn ket ;
Digand ho preur her goulennet.
— Ma breur Lannik, d’in leveret,
Ha d’ann otrou-ze m’onn gwerzet ?
— Ia! d’ar baron c’hui zo gwerzet,
Ha mont kuit timad a zo red ;
Ha mont kuit heb-dale zo red ;
Ho kwerz a zo digemeret :
Hanter kant skoed enn arc’hant gwenn,
Ha kemed-all enn aour melen.
— Ma mammik, d’in-me leveret,
Pe re dillad a vo gwisket ?
Va brouz ru, pe va brouz gloan wenn,
Hag e deuz gret va c’hoar Elen ?
Va brouzik wenn, pe va brouz ru
Ha va c’horkennik voulouz du ?
— Gwisket ann dillad a gerfet,
Va merc’h, kement-se na vern ket :
Eur marc’h du zo e toull ann nor,
O c’hortoz ann noz da zigor,
O c’hortoz da zigor ann noz ;
Eur marc’h sternet oc’h ho kortoz. —
Ne oa ked eet pell euz ar ger,
Pa glevaz o son ar c’hleier.
Neuze n’em lakaz da oela :
— Kenavo d’id santez Anna ;
Kenavo d’hoc’h kleier va bro,
Kleier va farez, kenavo ! —
Pa dremenaz lenn ann Anken,
Tud varo welaz, eur vanden ;
Gwelaz tud varo, eur vanden,
E lestrigou, gwisket e gwenn ;
Gwelaz tud varo kena-ken ;
Rez he c’halon strake he dent.
Pa dremenaz traoniou ar Goad,
Ho gwelaz d’he heul o lampat ;
Kemend e devoa kalonad,
Ken a zarraz he daou-lagad :
Kemend e devoa kalonad,
Ken a gollaz he skiand-vad.
— Tapet eur gador, hag azeet,
O c’hortoz vo dare ar boet. —
Ann otrou oa e tal ann tan,
Hag hen ken du evel eur vran,
He varo hag he vleo gwenn-kann,
He zaou-lagad ’vel daou skod-tan.
— Setu ama eur femelen
E ma onn pell-zo oc’h hi goulenn !
Deomp-ni, va merc’h, war ma brizou,
Deomp-ni da ober va rannou.
A gambr e kambr deut-hu, va c’hoant,
Da gonta ’nn aour hag ann argant.
— Gwell ve d’in bout e ti va mamm,
Da gonta’r skolp da dol enn tan.
— Deut-hu gan-in d’ann traon d’ar zel
Da danva gwin ker c’houeg ha mel.
— Gwell ve d’in eva dour ar prad
Demeuz a ev ronsed va zad.
— Deut-hu gan-in a stal da stal
Da brena’r pawisk da vragal.
— Gwell ve d’in eur vroz liennet,
Mar va mamm e defe he gret.
— Deomp-ni brema d’ar gwiskiri
Klask brodou da lakat enn hi.
— Gwell ve d’in ann nahenen wenn
A c’hourie d’in va c’hoar Elen.
— Hervez ar c’homzou a leret,
Aoun am euz n’am c’haret ket.
Me gar ve bet eur gor em zeod,
Enn amzer e m’onn bet ker sod,
’M oun bet ker sod euz da brena,
Pa n’em frealzez gant netra. —
— Diwar ho nij, evnigou kez ;
Me ho ped da zelaou va moez :
C’hui ia d’ar ger, me na eann ket ;
C’hui zo laouen, me glac’haret.
Va gourc’hemennou a refet
D’am holl vroiz, pa ho gwelfet ;
D’ar vammik e deuz va ganet,
Ha d’ann tad en deuz va maget ;
D’ar vammik e deuz va ganet,
D’ar belek koz deuz va badeet.
Kenavo d’ann holl a larfet,
Ha d’am breur e ma pardonet. —
Eunn daou pe dri miz goude-ze,
A oa he zud enn ho gwele,
En ho gwele, ha kousket dous,
Endro demeuz a hanter-nouz.
Na diabarz na mez, neb trouz :
Toull ann or klevzont eur voez dous ;
— Va zad, va mamm, enn han Doue,
Laket pedi evid on-me ;
Pedet ive, ha gret va c’hanv :
Edi ho merc’h war ar vaz-kanv. —