Barzhaz Breizh/1867/Kroaz ann hent

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kroaz an Hent.

Didier et Cie, 1867  (p. 470-471)



KROAZ ANN HENT
− IES KERNE −


Evnig a gan er c’hoad huel,
Ha melenig he ziou askel ;
He galonik ru, he benn glaz ;
Evnig a gan beg ar ween vraz.

Abredik mad eo diskennet
War lezen treuzou hon oaled,
Keit ha ma oann gant ma fater :
— Evnik mad, petra a glasker ? —

Kemend a c’heriou neuz laret,
M’ez euz rozennou er boched :
— Kemeret ebenn dous, va mignon,
A lakai laouen ho kalon. —


Gwelet em euz tal kroaz ann hent,
Dilun, eur plac’h evel ar zent ;
Me iei disul d’ann oferen,
Hag he gwelinn war ann dachen.

Ma he daou-lagad enn he fenn
Skleroc’h eged dour er weren,
Hag he dentigou net ha gwenn,
Zo kaeroc’h eget perlezen.

He daou-zorn hag he diou-chod ru,
Gwennoc’h eged lez er pod du ;
Ia ! mar he gwelfec’h, va mignon,
Laouen a zeufe ho kalon.

P’am befe kemend a vil skoed,
Hag en deuz markiz Pontkalek ;
Ha p’am befe eur vein-gleuz aour,
Ma n’em euz ar plac’h me zo paour.

Na pa zafje war dreuz hon nour,
E-lec’h raden glaz, bleuniou aour ;
Na pa zafjent leiz ma liorz,
Ma m’em euz ma dous, ne rann forz.

Kement tra deuz he lezen red ;
Ann dour deuz ar feunten a red,
Ann dour ia d’ann traon, d’ann izel,
Ann tan d’ann nenv ha d’ann uc’hel ;

Ar goulm a c’houl eunn neizik klouz,
Ar c’horf maro a c’houl ar fouz,
Hag ann ene ar baradouz.
Ha me ho kalonik, va dous.

Me a ielo peb lun vintin,
Da groaz ann hent, war ma daoulin ;
Me a ielo d’ar groaz neve,
Abalamour d’am c’harante.



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key g \major
    \tempo \markup {\italic Allegro.}
    \autoBeamOff
    \time 2/4
    \partial 8*1
    b'8 g a b c | d4 d8([ c]) | \break
    a4. b8 | g a b c | b4 b8([ c]) | a4. d,8 | \break
    g a b c | d e d4~ | d4. d8 | \break
    d c a d | d([ c]) a([ b]) | g4. \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Ev -- nig a gan er c’hoad hu --
    el, Ha me -- le -- nig he ziou as -- kel; He
    ga -- lo -- nik ru, he benn glaz; Ev --
    nig a gan beg ar ween vraz.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }