Barzhaz Breizh/1867/Pardon Saint-Fiakr

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Pardon Saint-Fiakr.

Didier et Cie, 1867  (p. 350-355)



PARDON SAINT-FIAKR
− IES KERNE −


I


Tostait holl, tud iaouang, ha c’hui re goz ive,
Hag e klefot eur gentel zo savet a neve,
War-benn eunn den iaouank-flamm a barrez Langonet,
En deuz kollet he vuhe dre zorn he vignoned.


— Deuz gen-omp ni, va mignon, deuz, Loeizik Rozalouet,
Ha ni ielo da bardon Sant-Fiakr ar Faouet.
— Tremenet va mignoned, tremenet ne d-inn ket ;
Me zo oc’h ober ma fask gant person Langonet.

— Iec’hed mad d’hoc’h, tad Moriz, ha d’hoc’h, Mari Fraoe :
Lezet ho mab gen-omp-ni da ober eur bale ;
Lezet-han dont gen-omp-ni d’ar pardon, ni ho ped,
Ni welo rei ar bouked da berson ar Faouet.

— Tremenet ta, tud iaouank, gen-hoc’h a vo lezet,
Nomet rog ar c’huz-heol d’ar ger ra vo digouet.
— Tevet, tevet, tad Moriz, tevet, ne chiffet ket,
Kent a vo kuhet ann heol, vemp d’ar ger erruet. —

Pe oa achu ar bregen hag ann oferen bred :
— Deut-hu gen-omp-ni, Loeizik, da Gerli ar Faouet,
Da goania, ti mamm-baeron, dilun e oamp pedet.
— Baleit-hu ho unan, baleit ne d- ann ket ;

Baleit-hu ho unan, baleit ne d- ann ket ;
Rag dived e venn er ger, hag e venn skandalet. —
Kement deuz gret war-n-ean, kemend m’en deuz sentet ;
Gant-he Loeizik Rozaoulet da Gerli ema oet.


II


E korn an dol e Kerli oele Loeiz Raoualet :
— ’Trou Doue, em zikouret, petra em euz me gret ?
’Trou Doue, em zikouret, petra em eus me gret ?
Sonj ’m boa bout abred er ger, ha setu me dived !

— Tevet, tevet ’ta, Loeizik, tevet, na oelet ket ;
Tri fotr omp—ni gen-oud—de, na pezo droug e-bed ; —
Loeizik Raoualet ouele ’korn an dol, trist—meurbet :
— Otrou Doue, va Jezuz ! petra em euz me graet ? —

Euz ac’hano, d’an distro, etal kroazig ann hent,
E kefjont Marianna a rede kena—ken ;
Kollet gat-hi he holl dud, ha chomet hi unan.
— Arzet, va maouezik kez, na et ket ker buan. —

Tal kroaz Penfel e kefjont Marianna Langonet,
A oa mignon da Loeizik, hag hen oa d’ei meurbet
Barz eunn hevelep kavel, iaouankig oant lakaet,
Hag ouz ann dol, tal—oc’h—tal, alies e oant bet.

Ar plac'hik, pa ho gwelaz, a grenaz spontet braz,
Hag e lammaz o ioual diraktal gand ar groaz,

Ha gad he diou-vrec'hik paour, reuzeudik, he strizaz :
— Loeizik paour, deuz d’am zikour, me zo kollet, siouaz !

— M’en argarz ! va mignoned, kement ze ve pec’hed,
Kement-ze ve pec’hed braz, kement-ze na vo ket ;
Lezet hi mont gand he hent, heb droug na gaou e-bed,
Pe gand an otrou Doue e viot kastihet.

— Petra, han Diaoul, beg enn oud, potr bihan ar merc’hed ? —
Hag he krog en e jupenn, hag hi da ziredet ;
Hag he da vont war e lerc’h giz tri bleiz diboellet :
— Aman, ma mignonik kez, aman eo e varfet !

— Mar ker’t me c’has da vorc’h Skeul, da doull dor ti ma zad,
Me a zistolo peb tra d’hoc’h-hu a galon-vad.
— Laret kenavo d’ho mamm ha da gement gerfet,
Rag birviken tamm bara e borc’h Skeul na zebfet.

— Arsa-ta, va mignoned, pe mervel eo ret d’e,
Tennet kurun santez Barb, a zo kuhet em ze ;
Tennet kurun santez Barb, a zo kuhet em ze,
Ha mar plij se gant Doue, e varvinn goudeze. —

Ha pa oe lahet gant-he, hi ho deuz hen stlenjet,
Stlenjet dre e dreidigou da ster vraz ar Faouet,

Stlenjet dre e dreidigou da ster vraz ar Faouet,
Ha pe oant digouet d’ann dour, kreiz ho deuz hen tolet.


III


Moris koz hag he hini a oele gad glac’har,
O kas kaout o mab Loeizik lec’h bennag war an douar :
— Tevet, Moris Raoualet, tevet, na ouelet ket,
Benn eur pennadig amzer, ho mab a vo kavet, —

Kement vije bet eno dije bet kalonad,
O welet Loeiz Raoualet war he gein kreiz ar prad,
O welet ar bugel paour maro, e-barzh ar prad,
Dispaket e vleo melen e kreiz e zaou-lagad ;

Kement vije bet eno dije bet kalonad,
O welet ar bugel paour, war e gein ’barz ar prad.
N’oa eno na tad na mamm, na kar na mignon-bed,
Hag a zeuje d’he zevel, ’met person Langonet.

Person Langonet lare, o ouela gad glac’har :
— Kenavo, va Loeizik mad ; mont a rez d’ann douar.
Me oa hiou ouz da c’hortoz enn iliz Langonet,
Ha breman e vi laket e bered ar Faouet.—


Me ho ped, Langonediz, pa zeufet dar Faouet,
Mont da laret eur Pater war be Loeiz Raoualet ;
Mont da laret eur Pater war be Loeiz Raoualet,
En deuz kollet he vuhe dre zorn he vignoned. —



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key c \major
    \tempo \markup {\italic Triste.}
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    \time 3/4
    \partial 8*1
    b'8 b[ a] b4 b8 a16 g | \break
    f8[ a] a f g f | \grace f4 e4 r r8 b' | \break
    b a b4 b8 a16 g | f8[ a] a f g f | \grace f8 e4 r e | \break
    f8 g a b g4 | f( e) f8 b | b a g f4 b8 | \break
    b a b4 b8 a16 g | f8[ a] a f g8. f16 | e4 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Tos -- tait holl, tud ia -- ouang,
    ha c’hui re goz i -- ve, Hag
    e kle -- fot eur gen -- tel zo sa -- vet a ne -- ve, War
    benn eunn den ia -- ouank -- flamm a bar -- rez Lan -- go -- net, En
    deuz kol -- let he vu -- he dre zorn he vi -- gno -- ned.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }