Barzhaz Breizh/1867/Seziz Gwengamp

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Seziz Gwengamp.

Didier et Cie, 1867  (p. 258-261)



SEZIZ GWENGAMP
− IES TREGER −


I


— Porzer, digoret ann nor-man !
Ann otro Rohan zo aman,
Ha daouzek mil soudard gant-han,
Da lakat seziz war Wengamp.

— Ann nor-man na vo digoret
Na d’hoc’h na da zen-all e-bed,
Ken na laro dukez Anna,
A zo mestrez war ar ger-ma.

— Digoret vo ar persier-ma
D’ar prens diwirion zo ama.
Ha daouzek mil soudard gant-han,
Da lakat seziz war Wengamp ?

— Va dorio a zo moraillet,
Va mogerio zo krenvaet,
Fe ve gan-in deuz ho c’hlevet :
Gwengamp na vo ket kemeret.

Na pa vent triouec’h miz aze,
Na ve ket kemeret gant-he ;
Karget ho kanol ; poan ha bec'h !
Ha gwelomp piou en devo nec’h !

— Tregont bolod a zo aman,
Tregont bolod ’vit he gargan ;
Poultr na vank, na plomb tamm e-bed,
Na stin da ober ken-neubet. —

Tre m’ed’o tistroi ha pignet,
Gand eunn tenn poultr-gwenn oe tihet.
Gand eunn tenn poultr demeuz ar c’hamp,
Gand eunn den hanvet Goazgaram.


Dukez Anna a lavare
Da c’hreg ar c’hanolier neuze ;
— Otro Doue ! petra vo gret ?
Setu ho pried paour tihet !

— Na pa ve ma fried maro,
Me rafe ma-eunn enn he dro !
Hag he ganol me he gargo,
Tan ha kurun ! ha ni welo ! -

Oa ked he ger peurachuet,
Ar mogerio zo bet frezet,
Ann norio a zo bet torret ;
Ha leun ar ger a zoudarded.

— D’hoc’h, soudarded, ar merc’hed koant,
Ha d’in ann aour hag ann argant,
Hag holl tensorio ker Wengamp,
Hag ouspenn ar ger he unan ! —

Dukez Anna en em strinkaz
War he daou-lin, pa he glevaz :
— Itron Varia-Gwir-zikour,
Ma plijfe gen-hoc’h, hor sikour ! —

Dukez Anna dal’ ma glevaz,
Trezeg ann iliz a redaz ;
Ha war he daou-lin ’nem stouaz,
Ha war ann douar ien ha noaz :

— Ha c’hui garfe, gwerc’hez Vari,
Gwelet ho ti da varchosi,
Ho sakristiri da gao gwin,
Hoc’h oter vraz da dol kegin ? —

Ne oa ket peurlaret he c’her,
Ma teuaz eur spont braz e ker ;
Gand eunn tenn kanol oa losket
Ha nao c’hant den a oa lazet ;


Ha gand ar strak ann heuzusa,
Ha gand ann tier o krena ;
Ha gand son-vrell ann holl gleier,
O sini ho unan e ker.

— Pachik, pachik, pachik bihan,
Te zo prim, ha skanv ha buhan,
Ke timad da veg ann tour-plad,
Da c’hout piou zo o vransellat.

Euz da goste zo eur c’hleze,
Mar kaez den-bennag aze,
Mar kaez den bennag o son,
Plant da gleze enn he galon ! —

O vont d’al lae, hen a gane,
O tont d’ann traou, hen a grene :
— Beg ann tour-plad ed-onn-me bet,
Ha den e-bet n’em euz gwelet ;

Ha den eno n’em euz gwelet,
Nemed ar Werc’hez venniget,
Ar Werc’hez hag he mab, a-vad,
Re ze a zo vransellat. —

Ar prens diwirion lavare
D’he zoudarded, pa he gleve :
— Sternomp hor c'hezek, ha d’ann hent !
Ha loskomp ho zier gand ar zent. —


Ebarz ar blavez dek ha pevar ugent
E teuaz ar seziz war Wengamp,
Hag aba blavez pevar ugent ha seiz
Eo diskennet ar brezel war Vreiz.

War borz Mikel oa ar Zaozon,
Ann Allamanted war borz Roazon ;
War borz ar Bloumen oa ann Irlanted,
Hag eleac’h-all ar Flamanked.



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key g \major
    \tempo \markup {\italic Energico.}
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    \time 2/4
    g'4 g8 g | g4. d8 | g([ a]) b([ a]) | g4 r8 g | c4 c | \break
    b4. b8 | a4 a | a r | d d8 b | g4 g | c8.([ d16]) c8.([ b16]) | \break
    a4 r | g8([ b]) a g | fis4 g8.([ a16]) | b4^> a^> | g4^> r \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Por -- zer, di -- go -- ret ann nor -- man! Ann o -- tro
    Ro -- han zo a -- man, Ha daou -- zek mil sou -- dard gant --
    han, Da la -- kat se -- ziz war Wen -- gamp.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }