Barzhaz Breizh/1867/Son fest miz Even
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Son Fest miz Even.
De-mad d’hoc’h, komerez koant, de-mad d’hoc’h a larann ;
Gand kalzig a garantez onn deut hirio aman.
Na vennet ked, den iaouang, em onn dimezet d’hoc’h,
Evid eur walen argand am euz bet digen-hoc’h,
Dalet ho kwalen argant ha gen-hoc’h kaset-hi,
N’em euz mui a garantez na ’vid hoc’h na ’vit hi.
Bez’ em euz bet ann amzer a zo d’in tremenet,
Neb a vousc’hoarze d’in-me me he gare meurbed.
Hogen deut eo ann amzer rendaela ouz-in,
C’hoarzo d’in neb a garo, evid-on na c’hoarzinn.
Gwech-all, pa oann den iaouank, me zouge teir zeien,
Unan wer hag unan c’hlaz hag eben a oa gwenn.
Ann hini wer a zougenn ’nn inor d’am c’homerez,
Oc’h he c’harout em c’halon, hag e peb gwirionez.
Ann hini wenn a zougenn, rag heol ha goulou de,
E merk d’ar c’hlan-garantez oa etre hi ha me.
Ann hini c’hlaz a zougenn da gaout peuc’h atao ;
Ha pa zellann me out-hi tennann huanadennao,
Dilezet em onn, siouaz ! siouaz ! breman gant-hi,
’Vel gand ar goulmik skanbenn e ma ar c’hoz kouldri.
Erru ann amzer neve endro gand miz even,
Hag e teu ann dud iaouank da vale 'pell tachen.
Ar bleuniou barz ar prajou hirio zo digoret,
Kalonou ann dud iaouang ive’ peb korn ar bed.
Setu ar bleun er spern-gwenn, ha gant-han c’houez ker mad,
Hag al labouzed bihan a zeu d’en em barat.
Deut-hu gan-in, dousik-koant, da vale d’ar c’hoajou,
Ni a glevo ann avel kreno ’touez ann deliou,
Hag ann dour oc’h hiboudo etouez ar veinigo,
Hag ann holl eined ker kaer beg ar gwe o kano ;
Peb hini enn he zonik, peb hinienn he don :
A rei frealz d’hor spered, levenez d’hor c’halon.
![\score {
\version "2.18.2"
\relative c'{
\clef treble
\key g \major
\tempo \markup {\italic Allegro.}
\autoBeamOff
\time 2/4
\partial 8*1
g'8 g b b a | g4 g | \break
b8([ b]) b b | d c16([ b]) a8 b | g b b b | \break
g4 g | b8[ g] b b | d c16([ b]) a8 g | g b b a | \break
g4 d8 r | a'4 a8 b | c b \grace b a g | g b b a | \break
g4 d | ais' ais8 c | b a g \bar "|."
}
\addlyrics {
De -- mad d’hoc’h hu, ko -- me -- rez
de -- mad d’hoc’h a la -- rann, De -- mad d’hoc’h hu, ko --
me -- rez, de -- mad d’hoc’h a la -- rann: Gand kal -- zig a ga --
ran -- tez ta la ri ta la la Gand kal -- zig a ga --
ran -- tez onn deut hi -- rio a -- man.
}
\layout { line-width = #123 }
\midi { }
}
\header { tagline = ##f }](http://upload.wikimedia.org/score/5/i/5ig59dbzv0v4zrezlf85cqx851qg2ph/5ig59dbz.png)