Barzhaz Breizh/1867/Troad an eginane

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Troiad an Eginane.

Didier et Cie, 1867  (p. 447-453)



TROAD ANN EGINANE
− IES KERNE −


In nomine Patris et Fili,
Doue d’ho pennigo enn ti !
— Eginane ! Eginane !

Heman eunn ti kaer hag huel !
Hag he weleur demeuz a bell !
— Eginane ! Eginane !


C’hoaz he weleur a belloc’h c’hoaz,
Paneved enn he dro koat braz.
— Eginane ! Eginane !

Ni zo deuet da doull ho tour
Da gerc’hat kik da drompa ’nn dour.
— Eginane! etc.

— Abredik mad em’ oc’h deuet,
Ma c’hoaz ar penn moc'h war he dreid.

— Ni zo triouec’h a botred vad
Hag hen dalc’ho da doll he wad.

— Ma c’hi gousk e penn ar bern plouz,
Et d’hen laza, kigerien louz.

— Neket ni eo torfetourien
Evit laza neb ho tifenn.

— Mar d-oc’h-hu Eginanerien,
Pelec’h e ma ar zonerien ?

— Enn eur lammet a-dreuz ar waz,
Ema bet kreouet ar zac’h braz.

— Ma c’hik zo d’al lae, er zolier,
Ha pelec’h ma ’r skeul na c’houier.

— Ne ket red kaout skeul d’ar c’haz,
Evit pakat logod pe raz.

— Oet eo ar c’hroueg da Zant-Divi
Ha oet ann alc’houeou gat-hi ;


Alc’houe ar c’hik, alc’houe al lez,
Alc’houe pez zo enn tiegez.

— Gen-omp zo deut eunn alc’houeer,
Hag hen eur maill enn he vicher.

— Abarz ma teufec’h ’barz ann ti,
Skorno ar glao euz beg ho fri.

— Enn han Doue komzet seven ;
Ann noz zo du, ann avel ien.

Ma ann avel diwar Relek,
Pa na vresk na bioc’h na kazek.

Enn han Doue, hastet, tud ker,
Ni neuz c’hoaz seiz leo da ober.

— Mar d-oc’h potred hag ho deuz beg,
Komzomp nebeud ha komzomp c’huek.

Abarz dont tre ’barz ann ti-man,
Diskolmet skolmou zo aman ;

Distaget d’in enn eur ger krenn :
Piou zoug he gik war he groc’hen ?

— Ann havrek koz warlerc’h ann denn,
A zoug he gik war he groc’hen.

— Piou a ia kenta d’ar marc’had,
Ann daelou enn he zaou lagad ?

— Penn ann hent meur eo, me oar’vad,
Ar glouiz war he zaou-lagad.


— Pa d-oc’h-hu potred hag a oar,
Leret pet pluen zo er iar.

— Kemet a blun a zo er iar
Ma zo stered endro d’al loar.

— Leret d’in, dre hoc’h eginan,
Peseurt galloud zu el loar-gan.

— Al loar-gan, war dro Nedelek,
A laka linn e peb havrek.

— Pa d-oc’h potred hag ho deuz fri,
Piou zo furch difurch dre ann ti ?

Piou ann itron oet da vatez,
Kollet gat-hi bleun ha perlez ?

— Hounez a zo eur valaen,
Kollet gant-hi he bleun melen.

— M’em beuz eur weenig em liorz
Gwelloc’h he rusken hag he c’horz ?

— He rusken a ra lien gwenn ;
Hounez a zo eur ganaben.

— M’em beuz eur ween all tal ar stank,
Hag eunn neizik zo war bep brank,

Hag eur viik zo e peb neiz,
Ha kant mil doet enn eunn deiz ;

Mar d-oc’h ’vit laret petra hi,
C’hui po grad-vad ha kefridi.


— Me laro d’hoc’h enn eur begad :
Hounez zo eur ween dero ’vad,

Hounez a zo eur ween dero
Nemet mez razarc’h dioc’h he zro.

— Eunn tiik plouz eur saoik mein,
Am beuz c’hoaz, Eginanerien,

Hag ennhan oc’hpenn kant mil kel,
Hag enn ho kant mil demezel.

Mar d-oc’h ’vit gout petra reont-hi,
C’hui po grad-vad ha kefridi.

— Gand ho krad-vad ha kefridi,
Ni ielo tre ’barz enn ho ti ;

Ar re-ze a zo ho kwenan,
A c’houl rei d’e-omp hon eginan.

Me wel ar goulou dre ann ti,
Hag ar c’hroueg eur gontel gat-hi.

Gat-hi eur gontel enn he dorn ;
Ha me gav d’in ia d’ar c’helorn.

— Ni na roimp tamm kig ebed d’hoc’h,
Ma n’ema ’nn aour ieoten gen-hoc’h.

— Pa zeui ann eost, pa zeui ar foen,
Ni gaso d’hoc’h ann aour ieoten.

— Ni na roimp tamm kig ebed d’hoc’h,
Ma n’ema ar person gen-hoc’h.


— Evit han da veza den tre,
Ni a c’houlenn enn han Doue.

— Didostait ’ta ’ma, mab ar wrac’h,
Didostait ama gad ho sac’h ;

Didostait ive, marc’h ar c’hik,
Ma vezi sammet manevik.

Abarz ma tigouezi d’az ti,
Vo broud da gein gad ann ili.

— Loskomp eur iouc’haden breman,
Pa deuzomp bet hon eginan ;

Pa deuzomp bet eunn troatad gwenn,
Ha kerc’h ha segal c’hoaz oc’hpenn.

Eur iouc’haden d’ar vamm, d’ann tad,
Ha da vugale ann tiad !

C’houez ar iec’hed gad ho potred !
C’houez al lavan gad ho merc’hed !

Bloavez c’huilled, bloavez glouiz,
Bloavez kerc’h ha bloavez gwiniz !

Ebarz ho liorz kanab gae
Abenn ma teuio ar miz mae !

Mae e bleun, even e greunen,
Hag e gouere ar wastel wenn !

Hag e gouere ar wastel wenn,
Ha ni neuze’nn ho kourc’hemenn !


Na deomp-ni endro da vale,
Potred vad, ken na zeui ann de.

Nemed enn ti evel heman,
Ne gavimp ket koulz eginan.
— Eginane ! eginane !



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key a \major
    \tempo \markup {\italic Allegro.}
    \autoBeamOff
    \time 3/4
    \partial 8*1
    e8 e fis gis a gis fis | e4. gis8 gis[ a] | \break
    b b gis cis \grace cis \autoBeamOn b8. gis16 | fis8 fis b8. fis16 \grace gis8 gis fis | \grace fis e2 r8 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    In nom’ -- ne Pa -- tris et Fi -- li, Doue d’ho
    pen -- ni -- go enn ti! E -- gi -- na -- ne! E -- gi -- na -- ne!
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }