Barzhaz Breizh/1883/Ann drouk-rans
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Droukrañs.
Ma oufenn-me lenn ha skriva, evel a ouzounn rimel,
Me a refe eur zon nevez, eur zon, ha na venn ket pell.
Me wel erru, va mestrezik, dont a ra trezek hon ti ;
Mar gellann-me kaout ann tu, me a brezego out-hi.
— Drouklivet, va mestrezik koant, drouklivet-braz ho kavann,
Aboe m’ho kweliz er pardon, e miz even divezan.
— Ha pa venn-me ’ta, den iaouang, ha pa venn-me drouklivet !
Ann derzien vraz zo bet gan-in, abaoe pardon Folgoet.
— Deuit-c’houi gan-in, va dousik, deuit tre el liors gan-in,
Me ziskouezo d’e-hoc’h eur rozen eno touez all louzou fin ;
Ker gae ha ker brao oa eno, hag hi savet war ar bod !
Diziou beure pa he c’haviz oe ker ruz hag ho tiouchod.
D’e-hoc’h e liviriz serra mad tor ho kaloun, va mestrez,
Na vize eat ann dud e-barz, ’touez al louzou hag ar frez ;
Ha n’hoc’h euz ket sentet ouz-in, hag hoc’h euz hen digoret,
Ha setu gwenvet ar vleuzven, kollet gan-e-hoc’h ho kened.
Ar garantez, ar iaouankiz, kaera traou zo er bed-man ;
Bleuzvi a reont ha koenvi ann eil hag eben buhan.
Amzer omp bet o ’n em garout ne deuz ket padet gwall bell ;
Tremen e deuz great, plac’h iaouang, evel eur barrad avel.