Barzhaz Breizh/1883/Ar c’hakous

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar C’hakouz.

Didier et Cie, 1883  (p. 454-456)



AR C’HAKOUS
− IES TREGER −


ann den iaouank

Krouer ann nenv hag ann douar !
Mantret va c’halon gant glac’har
O kounan enn noz hag enn de
D’am dousik koant, d’am c’harante.


Me zo war va gwele chomet,
Dalc’het, sioaz ! gand ar c’hlenved ;
Ma ve va dousik a deufe,
E berr-amzer am frealzfe.

Evel gand ar werelaouen,
Goude eunn nozvez a anken ;
Mar deufe ma dous d’am gwelet,
E venn gant hi dizoaniet.

Ma lakafe beg he geno
War bordik skudel va louzo,
Da evan goude pa iefenn
Gwelleet raktal e vizenn.

Ar galon az poa d’in roet,
Va muian karet, da viret,
N’em euz kollet na distroet,
Na laket da uz fall e-bed ;

Ar galon az poa d’in roet,
O va dousik koant, da viret,
Em euz mesket gand va hini ;
Pini da hini va hini ?


ar plac’h

Piou a gomz ouz-in evel-se.
Ha me ken du hag eur vran ve ?


ann den iaouank

Pa vec’h ken du hag ar mouar,
Gwenn-kann oc’h d’ann hini ho kar !


ar plac’h

Den iaouang, eur gaou a leret !
Va c’halon d’hac’h, n’em euz roet ;
N’em euz ker mui ac’hanoc’h,
Eur c’hakous a ouzonn-me oc’h !



ann den iaouank

’Vel eunn aval e beg ar ween
E ma kalon ar femelen ;
Kaer ve ann aval da welet,
Hag eur prenv e kreiz zo kuet.

Evel eunn delien war ar brank,
E ma gened ar plac’h iaouank ;
Ann delien gouez war ann douar,
Ar c’hened ive a ziskar.

’Vel ar bleun glaz diouz lez ar stank,
Ma karante ar plac’h iaouank ;
Ar bleunig a dro wechigo,
Ar bleunig a dro, a zistro ;

Ar bleunig a dro wechigo,
Karante ar plac’h tro ato.
Ar bleun a ielo gand ann dour
Ha gand ann ankoun ann traitour.

Me a zo eur c’hloaregik paour,
Me a zo mab da Iann Kaour ;
Beann onn bet tri bloa o studi,
Hogen breman na inn ket mui.

Benn eur pennad me iei endro,
Me iei endro kouit deuz ar vro ;
Benn eur pennadik vinn maro,
Ha d’ar purkator me ielo.



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key bes \major
    \tempo \markup {\italic Andante.}
    \autoBeamOff
    \time 3/8
    g'8 g g | d'4. | c8 d bes | \break
    a4. | c8 c bes16([ a]) | g4 a16([ bes]) | c4 bes8 | \break
    a4. | bes8 a g | a c a | bes g([ f]) | \break
    g bes g | a c4 | a bes8 | g4 r8 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Krou -- er ann nenv hag ann dou --
    ar man -- tret va c’ha -- lon gant gla --
    c’har O kou -- nan enn noz hag enn de
    d’am dou -- sik koant, d’am c’ha -- ran -- te.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }