Barzhaz Breizh/1883/Ar c’horred
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar C’horred.
Paskou-Hir, ar c’hemener,
Zo eet da ober al laer,
Abardae noz digwener.
N’helle mui ober bragou :
Eet ann dud d’ann armeou
Ouz re Vro-C’hall hag ho rou.
Eet e ’tre ti ar C’horred
Gand he ball, ha da doullet
Da glask ann tensaour kuzet.
Ann tonsaour mad a gavaz,
Ha d’ar ger o redek braz;
Ha’nn he wele ’n em lakaz.
— Sarret ann nor sarret kloz!,
Setu ann Duzigou noz.
— « Dilun, dimeurs, dimerc’her,
Ha diriaou ha digwener! » —
— Sarret ann nor, mignoned;
Setu, setu ar C’horred!
Maint o tont trebarz ar porz,
Maint enn han o tansal fors.
— « Dilun, dimeurs, dimerc’her
Ha diriaou ha digwener. » —
— Maint o pignat war da dei;
Maint ’ober eunn toull enn ei.
Krabet oud, mignonik paour,
Toll kuit buhan ann tensaour.
Paskou paotr, te zo lazet!
Toll war-n-oud dour benniget;
Toll da liser war da benn;
Paskou, na fich ked a-grenn.
— Sioaz-d’in! maint o c’hoarzin;
Neb a zidec’hfe ve fin.
Otrou doue! Setu’nan,
He benn dre’nn toull a welann;
He zaoulagad ru glaou tan!
’Ma enn traon gad ar peulvan.
’Trou Doue! unan, daou, tri!
Mont enn dro war al leur zi!
Lamm a reont ha konari.
Taget onn, Gwerc’hez Vari!
— « Dilun, dimeurs, dimerc’her,
Ha diriaou ha digwener! » —
Daou, tri, pevar, pemp ha c’houec’h!
— « Dilun, dimeurs, dimerc’her!
« Kemenerik, kemener,
Roc’ha rez aze, lerer!
« Kemener, kemenerik,
Tenn da fri mez eunn tammik!
« Deuz da ober eunn dro zans,
Ni ziskei d’id ar c’hadans;
« Kemenerik, kemener!
Dilun, dimeurs, dimerc’her.
« Kemenerik te zo laer.
Dilun, dimeurs, dimerc’her.
« Deuz d’hon laeraz eur wech-all,
Deuz, koz kemenerik fall;
« Ni ziskeio d’id eur bal
A rei d’az mell-kein strakal
Paz arc’hant korr tra na dal. —