Barzhaz Breizh/1883/Ar gouriz
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar gouriz.
Gwelet em euz enn eur flouren
Eur gazek vihan, hi laouen.
— Oh ! — Gra, pa ri tra,
To, pa ri ti ;
Gra, pa ri ;
Gra, pa ri,
Pa ri tra,
Ne oa sonj d’ ei nemed da vad,
Nemed da vragal barz ar prad,
— Oh ! — Gra, pa ri tra, etc.
Nemed da buri ar ieod glaz.
Ha da eva dour deuz ar waz.
Ken a zeuaz benn gand ann hent
Eur marc’hek iaouank, hag hen ken !
Hag hen ken ampart ha ken drant !
He zillad a aour hag arc’hant.
Hag ar gazek dal’ m’he welaz,
Enn he sao souet a jomaz ;
Ha goustadig a dostaaz,
Hag he fenn d’ar gleud astennaz ;
Hag ar marc’heg he likaouaz,
Hag he vek d’he bek a lakaz ;
Ha goudeze he briataz,
Hag hi ’n em gavaz enn he eaz,
Ha goude ’n deuz he c’habestret,
Ha goude en deuz he senklet.
— Oh ! — Gra, pa ri tra, etc.