Barzhaz Breizh/1883/Bosen Elliant

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Bosenn Eliant.

Didier et Cie, 1883  (p. 52-54)



BOSEN ELLIANT
− IES KERNE −


Tre Langolen hag ar Faouet
Eur Barz santel a vez kavet;
Hag hen Tad Rasian hanvet.

Laret en deuz d'ar Faouediz :
Laket eunn oferen beb miz,
Eunn oferen enn hoc'h iliz.

Eet eo ar vosen a Elliant,
Hogen ne ket eet heb forniant,
Eet zo gat-hi seiz-mil ha kant!

E bro Elliant, heb laret gaou,
E ma diskennet ann Ankaou,
Maro ann holl dud nemed daou :


Eur c’hroegik kouz tri-ugent vloa
Hag eur mab heb ken e devoa,

« Edi ar vosen ’penn ma zi;
Pa garo Doue ’teui enn ti;
Ni iei ’mez pa deui,» eme-z-hi.

E kreiz Elliant, er marc’hallec’h,
Geot da falc’hat e kavec’h,

Nemed enn hentig euz ar c’harr
A gas re varo d’ann douar.

Kriz vije ’r galon na welje,
E bro Elliant, neb a vije :

Gwell’t triouec’h c’harr tal ar vered
Ha triouec’h all eno ’tonet.

Lec’h oa nao mab enn eunn tiad,
Eent d’ann douar enn eur c’harrad,
Hag ho mamm baour oc’h ho charrat.

Ho zad adren o c’houibannat :
Kollet gat-han he skiand-vad.

Hi a iude, galve Doue;
Reustlet e oa korf hag ene;

— Laket ma nao mab enn douar,
Ha me roi doc’h eur gouriz koar,

A rei teir zro endro d’ho ti,
Ha teir endro d’ho minic’hi.


Nao mab em boa em boa ganet,
Setu gad ann Ankou int eet;

Gad ann Ankou e toull ma dour;
Den da hul d’in eul lommik dour! —

Leunn e’r vered rez ar c’hleuniou,
Leunn ann iliz rez ann treuzou ;

Red eo benniget ar parkou,
Da lakat enn ho ar c’horvou.

Me wel er vered eunn derven,
Hag enn he beg eul liser wenn :
Eet ann holl dud gad ar vosen.



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c''{
    \clef treble
    \key g \major
    \tempo \markup {\italic Maestoso.}
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    \time 2/2
    \partial 4
    d,4 | g2 a | a4 g8 ([ a]) b4 b \bar "||"  | \break
    \time 2/4 a d, \bar "||" \time 2/2 g2 a | a4 g8 ([ a]) b4 b  | \break
    a2. d,4 | g2 a | a4 g8 ([ fis]) e4 \appoggiatura fis8 e4 | \break
    \time 2/4 d e8 ([ fis]) \bar "||" \time 2/2 g2 a | a4 g8 ([ fis]) e4 fis | g2 r4 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Tre Lan -- go -- len hag ar Fa --
    ouet, Eur Barz san -- tel a vez ka --
    vet; Eur Barz san -- tel a vez ka --
    vet; Hag hen Tad Ra -- si -- an han -- vet.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }