Barzhaz Breizh/1883/Buhez Sant Ronan

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Buhez Sant Ronan.

Didier et Cie, 1883  (p. 477-481)



BUHEZ SANT RONAN
− IES KERNE−


Ann otrou Ronan benniget
Enez Iverni a oa ganet,
Bro-zaoz, enn tu-all d’ar mor glaz,
Demeuz a bentieien vraz.

Eur wech ma oa enn he beden,
En doa gwelet eur sklerijen
Hag eunn el kaer gwisket e gwenn,
A gomzaz out-han evelhenn :

— Ronan, Ronan, kerz alese ;
Gourc’hemennet eo gand Doue,
Evit savetei da ene,
Mont da chom e douar Kerne. —


Ronan oud ann el a zentaz,
Ha da chom e Breiz e teuaz,
Kent e traon Leon, ha goude,
E Koat Nevet, e bro Kerne.

Daou pe dri bloa oa pe ouspenn,
M’oa eno ober pinijen,
Pa oa eur pardae toull he zor,
War he zaoulin, dirag ar mor ;

Ken a lammaz eur bleiz er c’hoad,
Adreuz enn he veg eunn danvad ;
Ha war he lerc’h eunn den, timad,
Hag a oele, gand kalonad ;

Ha Ronan gant true out han,
A bedaz Doue evit-han :
— Otrou Doue, ha me ho ped ;
Grit na vo ann danvad taget ! —

Ne oa ked he beden laret,
Pa oa ann danvad digaset,
Heb droug e-bed, war dreuz ann nour,
Dirag Ronan hag ann oac’h paour

Ac’hano da zont ann den kez,
Deue d’he welet aliez ;
Gant plijadur braz e teue
Evit klevet komzou Doue.

Hogen eur c’hreg a oa gant-han,
Hag hi gwall-bez, hanvet Keban,
Hag hi a zeuaz d’argarzi,
Ronan enn abeg d’he hini.

Eunn deiz a oa bet d’he gaouet
Ha trouz d’ean hi devoa gret :
— Chalmet hoc’h euz tud ma zi-me.
Ma goaz kouls ha ma bugale.


Ne reont med ho tarempred holl,
Ha ma danvez a ia da goll.
Ma na zentet ouz-in muioc’h,
Kaer po chilpat, me rei gen-hoc’h !

Enn he fenn e lakaz neuze,
Da c’hoana den santel Doue.
Hag hi mont da gaout ar Roue,
Gradlon, enn-tu-all d’ar mene :

— Otrou Roue, ha me ho ped ;
Ma flac’hik-me zo bet taget :
Ronan Koad Neved deuz her gret;
vont da vleiz meuz hen gwelet —

Evel ma oa bet tamallet
Ronan da Gemper oa kaset,
Ha tolet ebarz eur c’hao don,
Aberz otrou roue Gradlon.

Mez ac’hane pa oa tennet,
Dioc’h eur wezen e oe staget,
Ha daou gi gwez ha diboellet
War-n-ezhan timad oa losket.

Hag hen heb man na kaout aon,
A reaz eur groaz war he galon ;
Ken a dec’haz ar chas raktal
Evel dioc’h ann tan, oc’h harzal.

Gradlon pa welaz kement-se,
A lavaraz d’ann den Doue :
— Na petra vad a rinn-me d’hoc’h
P’e ma Doue enn tu gen-hoc’h ?


— Netra vad ma na c’houlennan,
Nemed true d’ar c’hreg Keban ;
He bugelik ne ket maro,
Gant-hi enn arc’h oe klozet beo. —

Ann arc’h a oa bet digaset,
Ar bugel enn hi oe kavet,
Hag hen war he goste maro ;
Ha sant Rouan he lakaz beo.

Ann otrou Gradlon hag he dud,
Souezet-braz gand ar burzud,
’N em strinkaz dirak sant Ronan,
O c’houlenn trugarez out-han.

Hag hen e mez, d’ar c’hoad endro,
Pa chom di beteg he varo ;
Eno oc’h ober pinijen
Eur men kaled dindan he benn ;

Gant-han krogen ennn ounnar vriz,
Eur skoultrik gweet da c’houriz,
Ha da eva dour ar poull du,
Ha bara poazet el ludu.

Pa zeuaz he dremen divea,
Pa eaz kuit deuz ar bed-ma,
Daou ejen gwez kaen dioc’h ar-charr,
Tri eskob d’he gas d’ann douar.

Hag hi digouezet gand ar ster,
Ha kaout Keban diskabel-kaer,
Oc’h ober liziou d’ar gwener,
Daoust da wad Jezuz, hor Salver ;

Hag hi sevel he golvaz prenn,
Ha darc’ha gant korn ennn ejenn,
Ken a zilammaz gwall-spontet,
He gorn gand ann tol diframmet.


— Ke, map-gaign, ke d’az toull endro !
Ke da vreina gand chas maro !
Ke vei ket kavet brema mui
Oc’h ober goab ac’hanomp-ni. —

N’oa ket he genou peur-sarret,
Pa oa gand ann douar lonket
Etouez moged ba flammou-tan,
E lec’h ma c’helver Bez-Keban.

Mont a eure ato ar c’harr,
O kas sant Ronan d’ann douar ;
Pa chomaz sonn ann daou ejen,
Heb kerzet mui na rog na dren.

Eno e oe laket ar sant,
Evel ma kreder oa he c’hoant ;
E penn-ann-nec’h euz ar c’hoad glaz,
Eeunn-hag-eeunn dirag ar mor-braz.



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key g \major
    \tempo \markup {\italic Maestoso.}
    \time 6/8
    \partial 8*1
    b'8 b4 a8 g4 a8 | b( a) b a4 b8 | \break
    b4 a8 g4 a8 | b( a) b a4 d,8 | g4 g8 g4 a8 | \break
    b( a) b g4 b8 | b4 a8 g4 a8 | a( b) a \appoggiatura g8 g4. \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Ann o -- trou Ro -- nan be -- ni -- get E --
    nez I -- ver -- ni oa ga -- net, Bro -- zaoz, enn tu all
    d’ar mor glaz, de -- meuz a benn -- ti -- ei -- en vraz.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }