Barzhaz Breizh/1883/Diougan Gwenc’hlan
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Diougan Gwenc’hlan.
Pa guz ann heol, pa goenv ar mor.
Me oar kana war dreuz ma dor.
Pa oann iaouank me a gane;
Pa’z onn deut koz, me gan ive.
Me gan enn noz, me gan enn de
Ha me keuziet koulskoude.
Mard-eo gan-in stouet ma bek,
Mar ’m euz keuz, ne ket heb abek.
Evid aoun me n’am euz ket,
Meuz ked aoun da vout lazet;
Evid aoun me n’am euz ket;
Amzer awalc’h ez onn-me bet.
Pa vinn ket klasket vinn kavet;
Ha pa ’z onn klasket ne’z onn ket.
Na vern petra a c’hoarvezo:
Pez a zo dleet a vezo.
Red eo d’ann holl mervel teir gwes,
Kent evid arzao enn-divez.
Me wel ann hoc’h ’tont dioc’h ar c’hoad,
Hag hen gwall-gamm, gwallet he droad;
He vek digor ha leun a wad,
Hag he reun louet gand ann oad;
Hag he voc’higou tro-war-dro,
Gand ann naon braz o soc’ho.
Me wel ar morvarc’h enep-tont,
Ken a gren ann aot gand ar spont.
Hen ken gwenn evel ann erc’h kann;
Enn he benn kerniou arc’hant.
Ann dour dindan han o virvi,
Gand ann tan daran euz he fri;
Morgezeg enn dro d’ehan ker stank
Hag ar geot war lez ar stank.
— Dalc’h mat ’ta! dalc’h mat ’ta ! morvarc’h;
Darc’h gand he benn; darc’h mat ’ta, darc’h !
Ken a risk er goad ann treid noaz!
Gwas-oc’h-was! darc’h ’ta! gwas-oc’h-was!
Me wel ar goad evel eur waz!
Darc’h mat ’ta ! darc’h ’ta ! gwas-oc’h-was!
Me wel ar goad hed penn he c’hlin!
Me wel ar goad evel eul linn !
Gwas-oc’h-was! darc’h ’ta, gwas-oc’h-was!
Arzaoi a ri benn arc’hoaz.
Darc’h mat ’ta ! darc’h mat ’ta morvac’h,
Darc’h gand he benn, darc’h mat ’ta, darc’h. —
Pa oann em bez ien, hunet dous,
’Kleviz ann er ’c’hervel, enn nouz.
He erigou hen a c’halve;
Hag ann holl evned euz ann ne;
Ha lavare dre he c’hervel:
— Savet prim war ho tiou-askel!
Ne ket kik brein chas pe zenved,
Kik kristen renkomp da gaouet! —
— Morvran goz, c’hleo; lavar d’i-me:
Petra c’hoari gen-oud aze?
— Tal Par enn-lu c’hoari gan-in;
He zaoulagad ru a fel d’in;
He zaoulagad a grapann net,
Abek d’az re en deuz tennet.
— Na te, louarn, lavar d’i-me
Petra c’hoari gen-oud aze?
— He galon a c’hoari gan-i
Oa ken diwir ha ma hani,
E deuz c’hoantaet da lazo,
E deuz da lazet a bell zo.
— Na te lavar d’i-me, tousek,
Petra rez aze ’korn he vek?
— Me a zo ama ’n em laket,
’C’hortoz he ene da zonet.
Gan-i-me vo tra vinn er bed,
Enn damant glan oc’h he dorfed
E kever ar Barz na jomm ken
Etre Roc’h-allaz ha Porz-gwenn. —