Barzhaz Breizh/1883/Floc’h Loeiz Trizek

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Floc’h Loeiz Trizek.

Didier et Cie, 1883  (p. 302-308)



FLOC’H LOEIZ TRIZEK
− IES KERNE −


I

Floc’hig ar roue a zo paket,
Abalamour d’eunn tol neuz gret,

Abalamour d’eunn tol hardiz,
E ma er vac’h gri e Pariz.

Eno na wel na noz na de :
Eunn dornad plouz evid gwele ;

Ha bara segal evid boed,
Ha dour puns evid he zec’hed.

Eno na zeu den d’he velet,
Med al logod hag ar raed,

Al logod bag ar raed du,
Deuz ar re-ze en deuz didu.


II

Hen lare, dre doull ann alc’hue,
Da Benfeunteuniou, er c’houls-ze.

— Iannik, te va brasa mignon,
Silaou eunn tammig ac’hanon :

Ke d’ar maner bete ma c’hoar,
Ha lavar d’ei em onn war var,


War wir var da goll ma buhe,
Dre gemenn ann otrou ar roue :

Ma zeufe ma c’hoar bet’ enn on
Konfort a refe d’am c’halon. —

Penfeunteuniou dal ’m’ he glevaz,
E-trezek Kemper e redaz ;

Kant leo ha tregont zo, war dro,
Etre Pariz ha Bodinio ;

C’hoaz neuz ho gret, ar potr Kerne,
E diou noz-hanter hag eunn de.

Pa eaz tre er zall Bodinio,
Oa goulou enn hi tro-war-dro ;

Ann itron a oa o koanio
Gand tudjentil vraz euz ar vro.

Hag enn he dorn eunn hanaf mar
Leun a win-ru a wella barr.

— Floc’hik koant demeuz a Gerne,
Pe seurt kelou zo gen-oud-de,

Pa ’m oud ker glaz hag ann askol.
Ken diflak hag eunn iourc’h war gol ?

— Ar c’helou zo gen-in, itron,
Lakai strafill enn ho kalon,

Ho lakai da huanada.
Hag ho taou lagad da oela :

Ho preurik paour a zo war var,
Mar zo bet biskoaz war zouar ;


War wir var da goll he vuhe,
Dre gemenn ann otrou ar roue.

Ma iefec’h bet’ enn han, itron,
C’hui refe konfort d’he galon. —

Kement e oe bet strafillet
Ann itron gez, oc’h he glevet,

Kement e oe bet strafillet,
Ken e loskaz ann hanafed ;

Hag e streaz gwin war ann doal.
Trou-Doue ! houman arouez fall !

— Buhan ! potred ar marchosi !
Buhan ! daouzek marc’h ! ha deomp d’ei !

Pa grefenn unan e peb poz.
Me ielo da Pariz fenoz ;

Pa grefenn unan e peb heur,
Fenoz ez inn bete va breur. —


III

Floc’hig ar roue a lare,
War ar c’henta daez pa bigne :

— Ne rann fors da be gouls mervel,
Pan’d divroet, pan’d diskoazel


Pan’d divroet, pan’d diskoazel,
Pan’d eur c’hoar meuz e Breiz izel.

Hi vo bep noz o c’hervel breur,
O c’hervel breurig e peb heur. —

Floc’hig ar roue a lare,
War ann eilved daez pa bigne :

— Me garfe, kent hag ar maro,
Klevet kelou demeuz va bro ;

Klevet kelou demeuz va c’hoar,
Va c’hoarik kez ; daoust hag hi oar ?

Floc’hig ar roue a lavare,
War leinig ar groug pa bigne :

— Me glev ar ruiou o krena,
Gand heul va c’hoar o tont ama !

Va c’hoar zo erru d’am gwelet,
Enn hano Doue ! gortoet ! —

Ar penn-arser, neuz respontet
D’ar floc’hik, pan’deuz hen klevet ;

— Kent ha ma vezo erruet,
C’hui a vezo bet dibennet. —

Itron Bodinio a-neuze
Gand re Bariz a c’houlenne :

— Petra foul zo ’touez ar wazed ;
Kement ma zo ’touez ar merc’hed ?


— Loeiz trizek, Loeiz ann traitour
A laka dibenn eur floc’h paour. —

Oa ked ar ger peurlavaret
Evel m’e deuz he breur gwelet ;

Gwelet he breur kez daoulinet,
He benn war ar c’hef-laz soublet.

Hag hi ha douch, enn eur hopa :
— Va breur ! va breur ! losket-han ’ta !

Losket-han gan-in, arserien,
Me rei d’hoc’h kant skoed aour melen ;

Me rei d’hoc’h, evel eunn diner,
Daou c’hant mark argant Landreger. —

Gand ar groug dal’ ma tigoueaz,
Penn he breur troc’het a goueaz,

Ken a strinkaz goad war he lenn
Hag hen ruiaz a-benn-da-benn.


IV

— Iec’hed d’hoc’h, roue ha rouanez,
Pa m’oc’h ho taou enn ho palez.

Pe seurt torfed en deuz hen gret,
Pe ma bet gen-hoc’h dibennet ?

— C’hoari kleze heb grad ar roue ;
Laza kaeran floc’h en devoue.


— Ar c’hleze na ziwenner ked
Me chans, heb kaout abeg e-bed.

— Abeg en deuz bet, a dra skler,
Evel m’en deveuz al lazer.

— Lazerien, otrou, n’em omp ket,
Ne denjentil Breiz kenneubet,

Na denjentil gwirion e-bed ;
Ar C’hallaoued, ne larann ket ;

Rak me oar awalc’h, mab ar blei,
Gwell gen-hoc’h kaout goad eged rei.

— Sarret ho pek, va itron ger,
Mar peuz c’hoant da zistroi d’ar ger.

— Ne rann fors chom pe mont endro,
O veza ma breur kez maro,

Bea droug gand roue agaro,
He abeg fell d’in, m’hen gouio !

— Mar gout he abeg a fell d’hoc’h,
Silaouet ha me laro d’hoc’h :

Mont a reaz da vuanekat,
Ha klask trouz d’am floc’h en deuz great,

Ha kleze oc’h kleze timad,
O klevet al lavar anat,

Al lavar koz, ar wirione :
« N’euz tud e Breiz, nemet moc’h-gwe. »


— Mar d-eo hounez eur wirione,
Eur wirione-all ouzonn-me :

« Evit-han da vout roue bro-C’hall,
Ne d-eo Loeiz med eur goaper fall. »

Hogen prestig e weli-te,
Ma well pe was e wapez-te ;

Pa ’m bo diskoet, benn eur gaouad,
D’am broiz va lenn leun a wad,

A-benn neuze e ouezi reiz
Ma bez, e gwir, moc’h-gwe, e Breiz !


V

Eunn diou pe deir zun goude-ze,
Eur c’hannadour a zigoueze,

’Zigoueze deuz bro Normaned,
Gant-han lizeriou siellet,

Lizeriou siellet e ru
Da roi d’ar roue fri-braz doc’htu ;

Ar roue pa en deuz ho lennet,
Sellet ken du en deveuz gret,

Sellet ken du evel eur c’haz
’Vel eur c’haz-gwe tihet el las.

— Malloz ru ! m’am bije gouiet,
Ar Wiz na vize ket kuitet !

Ouspenn dek mil skoed a gollann,
Ha dek mil den war benn unan ! —



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key d \major
    \override Rest #'style = #'classical
    \time 6/8 
    \partial 8*1
    a'8 d4 a8 b4 a8 | d4 a8 b4 a8 | d4 a8 b4 a8 | \break
    g fis e~ e4. | g8 fis e d4 r8 | d'4. r8 r4 | \autoBeamOff e8 d cis b cis a | d2. \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Flo -- c’hig ar roue a zo pa -- ket, A -- ba -- la -- mour d’eunn
    tol neuz gret, __ Re -- ke -- dak ta la La ri la ri la ri la
  }
  \layout { line-width = #140 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }