Barzhaz Breizh/1883/Kanaouen al levier

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kanaouenn al Levier.

Didier et Cie, 1883  (p. 356-361)



KANAOUEN AL LEVIER
− IES KERNE-HUEL −


I

Da Zantez Anna e m’onn bet,
Rak war vor e ma red monet.

— Da Zantez Anna,
Da Zantez Anna,
Da Zantez Anna,
Neb ia Anna
N’ankoua.


Kenavo d’hoc’h, Kervignagiz,
Dont a rinn souden war ma c’hiz.

— Da Zantez Anna, etc.

Me eo a zo ar potr-levier
Ar Zurveillantez, al lestr kaer.

— Da zantez Anna, etc.

Hag hen fretet gand koeor melen,
Splannoc’h hag aour pe argant gwenn.

Ken drant evid eunn demezal
Hag a ia da ober eur bal.

Na kaeret eunn dra hen ober ?
Eur c’hanolier da vombarder !

— Kanolerien, sonet ho son.
Ma imp d’ei, me ha ma itron.

Sonet, sonerien, sonet ge,
Ma imp d’ei bloc’h ma dous ha me ! —

Oa ked komz Er Mank peurlaret,
Ar c’hanol en deuz tregornet.

Eul lestr zoz a zo erruet,
Eur gwall-vordad d’eomp n’euz strinket,

Al lestr gant han eur banniel ru,
Ha c’houezek kanol a-bep tu

— Ma eo daou ha tregont ho deuz.
Daou ganol ha tregont hon euz.


Hor bordad hon euz-ni losket ; 
Betek ar c’hein en deus straket. 

— Sturik mad, gra mad da vicher, 
Na vez ket amzent d’ar sturier. 

Va sturik mad, deomp-ni a-rog ; 
Setu ni hon daou krog-oc’h-krog. 

Tregorna ra ar volodao ; 
Ar volodao atao, atao ! 

C’houezi ra kovou al listri ; 
Ar mor tro-war-dro o virvi. 

Kovou al listri a zigor ;
Ken a gouez ar gwernou er mor. 

Ker stank gwelodiennou er strad 
Ha mez er c’hoad goude barrad. 

Pouarzek bolod rez hon eus bet ; 
Pouarzek rez hon eus daskoret. 

Aboe pemp heur eo a denner, 
Ha n’eo ket skuiz ar c’hanolier. 

Ne d- eo ket skuiz ar c’hanolier ; 
Ken-nebeut ne d- eo al levier. 

Ar c’habitan ne larann ket ;
Ar c’habitan zo gwall-ozet !

Tiet er c’hov, tiet er jod, 
Tiet enn tal gand ur bolod. 

Koulskoude e ma ’tao a-rog, 
Enn he zao, o reno ar c’hrog.


Na ehan tamm oc’h ober mad, 
Evit-han da redeg he wad. 

He wad a red a boulado ! 
Kergoualer zo eunn den mar zo ! 

War al lestr n’ehan den e-bed, 
Evid-omp holl bout gwall-diet. 

Tiet omp holl nemed unan :
N’her hanvann ked er zonen-man. 

Pemb troatad dour e don ar c’hal, 
Pemb troatad dour, goad kement-all ! 

— Kabitan ker, deuz, deuz ha sell ! 
Troc’het ann dris ; kouet ar sinel ! 

Klevez ked ar Saoz o laret : 
— O zinel o deuz diskennet. 

— Diskenn ! diskenn ! oh ! na rinn ket 
Keit a vo goad em wazied ! — 

Er Mang a glev, ha’ ma pignet 
War ar wern-volosk, en ur red ; 

Kreiz ar bolodou, sonn e benn, 
A zisplegaz ur mouchouer gwenn. 

Oh ! ni n’hon euz ked diskennet ; 
Sevel ar sinel hon eus gret. 

Ar Breton na ziskenn nepred ; 
Iannig-ar-Soz ne larann ked


Ar c’habitan soz zo lazet ;
’Vel eunn den mervel en deuz graet. 

’Vel eunn den mervel en deuz graet ; 
Tanet enn e roched goadet. 

Tanet lestr ar Zozon gen-omp ; 
Hi noaz, o neuial daved-omp. 

Ann dud euz a Vrest a ioue ;
O welet hor listri mont tre. 

Ann holl dud a Vrest a ioue, 
Nemed ar mammou paour na re. 

Pebez enor, d’e-omp, Bretoned, 
Ar Zozon a zo bet trec’het !

Pebez enor, Kervignagiz, 
Galvet eo Er Mank da Bariz. 

Da Bariz e ma bet galvet, 
Hag ouz tol ar roue azet ; 

Tol ar roue, gant ar brensed 
A ra stad ouz ar Vretoned. 

Bet en deuz eur vedalenn aour, 
Ha laket eo da ovisour 

Mil bennoz Doue d’ar roue !
D’ar roue mil bennoz Doue.


Doue ouz ar stad na zell ked,
Ar roue na zell kenneubed.

Tudjentil ha tud ar ploue,
Meulomp holl, e Breiz, ar roue.

Ar roue ha santez Anna.
Mamm-baeronez vad ar vro-ma.

— Da Zantez Anna,
Da Zantez Anna,
Da Zantez Anna,
Neb ia, Anna
N’ankoua.



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key c \major
    \tempo \markup {\italic Allegretto.}
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    \time 2/8 
    \partial 8*1
    c'8 a b | c4 | d | a8. b16 | \break
    g8 c | a b | c4 | d | a8. b16 | \break
    g8 g | d' d | d e | f e | d \tuplet 3/2 { c16([ d]) e } | \break
    f8 e | d \tuplet 3/2 { c16([ d]) e } | d8 e | d \tuplet 3/2 { c16([ d]) e } | \break
    f8 e | d c | b c | d c16 b | c4 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Ke -- na -- vo d’hoc’h, Ker -- vig -- na --
    giz, Ke -- na -- vo d’hoc’h, Ker -- vig -- na --
    giz; Dont a rinn sou -- den war ma c’hiz. Da zan --
    tez An -- na, Da zan -- tez An -- na, Da zan --
    tez An -- na, Neb ’ia An -- na N’an -- kou -- a.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 120 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }