Barzhaz Breizh/1883/Seziz Gwengamp
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Seziz Gwengamp.
— Porzer, digoret ann nor-man !
Ann otro Rohan zo aman,
Ha daouzek mil soudard gant-han,
Da lakat seziz war Wengamp.
— Ann nor-man na vo digoret
Na d’hoc’h na da zen-all e-bed,
Ken na laro dukez Anna,
A zo mestrez war ar ger-ma.
— Digoret vo ar persier-ma
D’ar prens diwirion zo ama.
Ha daouzek mil soudard gant-han,
Da lakat seziz war Wengamp ?
— Va dorio a zo moraillet,
Va mogerio zo krenvaet,
Fe ve gan-in deuz ho c’hlevet :
Gwengamp na vo ket kemeret.
Na pa vent triouec’h miz aze,
Na ve ket kemeret gant-he ;
Karget ho kanol ; poan ha hec’h !
Ha gwelomp piou en devo nec’h !
— Tregont bolod a zo aman,
Tregont bolod ’vit he gargan ;
Poultr na vank, na plomb tamm e-bed,
Na stin da ober ken-neubet. —
Tre m’ed’o tistroi ha pignet,
Gand eunn tenn poultr-gwenn oe tihet.
Gand eunn tenn poultr demeuz ar c’hamp,
Gand eunn den hanvet Goazgaram.
Dukez Anna a lavare
Da c’hreg ar c’hanolier neuze ;
— Otro Doue ! petra vo gret ?
Setu ho pried paour tihet !
— Na pa ve ma fried maro,
Me rafe ma-eunn enn he dro !
Hag he ganol me he gargo,
Tan ha kurun ! ha ni welo ! —
Oa ked he ger peurachuet,
Ar mogerio zo bet frezet,
Ann norio a zo bet torret ;
Ha leun ar ger a zoudarded.
— D’hoc’h, soudarded, ar merc’hed koant,
Ha d’in ann aour hag ann argant,
Hag holl tensorio ker Wengamp,
Hag ouspenn ar ger he unan ! —
Dukez Anna en em strinkaz
War he daou-lin, pa he glevaz :
— Itron Varia-Gwir-zikour,
Ma plijfe gen-hoc’h, hor sikour ! —
Dukez Anna dal’ ma glevaz,
Trezeg ann iliz a redaz ;
Ha war he daou-lin ’nem stouaz,
Ha war ann douar ien ha noaz :
— Ha c’hui garfe, gwerc’hez Vari,
Gwelet ho ti da varchosi,
Ho sakristiri da gao gwin,
Hoc’h oter vraz da dol kegin ? —
Ne oa ket peurlaret he c’her,
Ma teuaz eur spont braz e ker ;
Gand eunn tenn kanol oa losket
Ha nao c’hant den a oa lazet ;
Ha gand ar strak ann heuzusa,
Ha gand ann tier o krena ;
Ha gand son-vrell ann holl gleier,
sini ho unan e ker.
— Pachik, pachik, pachik bihan,
Te zo prim, ha skanv ha buhan,
Ke timad da veg ann tour-plad,
Da c’hout piou zo o vransellat.
Euz da goste zo eur c’hleze,
Mar kaez den-bennag aze,
Mar kaez den bennag o son,
Plant da gleze enn he galon ! —
O vont d’al lae, hen a gane,
O tont d’ann traou, hen a grene :
— Beg ann tour-plad ed-onn-me bet,
Ha den e-bet n’em euz gwelet ;
Ha den eno n’em euz gwelet,
Nemed ar Werc’hez venniget,
Ar Werc’hez hag he mab, a-vad,
Re ze a zo vransellat. —
Ar prens diwirion lavare
D’he zoudarded, pa he gleve :
— Sternomp hor c’herek, ha d’ann hent !
Ha loskomp ho zier gand ar zent. —