Barzhonegoù (Riou)/a-bezh
Skrid a-bezh
TENNET EZ EUS BET
EUS AL LEVR-MAÑ
50 SKOUERENN WAR ALFA
Jakez Riou a zo bet ganet e 1899 e Lotei, ur barrezig a vro-Gernev souchet etre ar c’hrec’hiennoù hag ar stêr Aon. Eno, e bro an torgennoù serz hag ar mengleuzioù maen-to, e tremenas e yaouankiz. Da zaouzek vloaz, war guzul un tad bennak, e voe kaset d’ar c’hloerdi savet en Ondarribia, Euzkadi, gant an tadoù a Bikpus repuet eno eus Gwened. C’hwec’h vloaz goude e kuitae ar Guipuzkoa glazvezek evit torgennoù krin Miranda ha, diwezhatoc’h. San Miguel del Monte, e Bro-Spagn. E 1918 e tistroe Jakez Riou da Vreizh evit bezañ soudard. : un den kreñv a oa anezhañ neuze, met koll a reas e yec’hed e servij an arme gall. E 1921, goude bezañ bet e meur a lec’h evel soudard hag en ospital-arme Pariz evel klañvour, e teue en-dro da vro-Gernev da ziskuizhañ.
En hevelep bloavezh, hag eñ o labourat e Roazhon, e rae anaoudegezh gant renerien Breiz Atao : eus o mignoned e voe diouzhtu, ha broadelour taer e chomas betek fin e vuhez. Ne voe ket pell o vevañ er gêrbenn avat : skolaer pe evezhier libr e teuas da vezañ neuze, hag e meur a lec’h e labouras. E 1928 e kemeras ar vicher kazetennour e Brest. E 1930 e timezas. Mervel a eure gant an droug-skevent e 1937, er vro glas a zo hanter-hent etre Roazhon hag an Naoned, e Kastellvrien.
E yaouankiz e Lotei hag en Euzkadi a verk don oberenn Jakez Riou. Eus Lotei en deus miret Jakez Riou karantez an natur — ar girzhier leun a vleunioù, an dour o lammat war bili bihan etre div vriell c’hlas — ha, stag ouzh ar garantez-se, ul levenez yac’h a darzh e lod eus e oberennoù. Eus Euzkadi en deus miret un hirnezh don, hag a oa bet da gentañ droug-ar-vro hepken, met a zeuas da vezañ, diwezhatoc’h, gant diskar e yec’hed, gwir zic’hoanag. An daou berzh-se eus e spered — levenez ha dizesper — frouezh e vloavezhioù yaouankiz, a sked, hogos atav kemmesket, en e holl oberenn. Pa varvas e oa krog da lakaat da dalvezout, evit al lennegezh, ur maread all eus e vuhez — maread e vicher kazetenner : met an ankou ne lezas ket an amzer gantañ.
Kregiñ a reas Jakez Riou da skrivañ brezhoneg e « Courrier du Finistère » hag en « Union Agricole ». An oberennoù savet gantañ neuze ne dalvezont ket kalz tra - an hini wellañ anezho a zo An Ti Satannet, a vo lennet muioc’h evit bevder ar yezh ha drantiz an divizoù eget evit ar gened lennegel. Savetaet e voe ar skrivagner yaouank gant Gwalarn, ha reiñ a reas neuze d’e vro an heuliad danevelloù a ra ul lodenn vat eus ar vrud : Geotenn ar Werc’hez. Ur perzh boutin kenetrezo o deus an holl danevelloù-se : diskouez a reont tud o c’hwitañ, tud trec’het. Trec’het gant ar bizhoni e Geotenn ar Werc’hez, gant gwiblennerezh ar merc’hed e Mona, gant ar c’hleñved e Gouel ar Sakramant, gant an dereadegezh en Anna Tregidi, pe gant c'hoarzh an tonkadur hepken en Ur Barr-Avel pe Ar Goulenn. Diskouez a reont ivez tud klañv, pe o skevent, pe o spered : hag eus an holl dud klañv-se n’eus nemet an inosanted hag a oar stourm, ha pa skoont e skoont taol an tonkadur.
Ma oa Jakez Riou ur gwir varzh, ha m’az eus barzhoniezh e pep unan eus e skridoù, ne savas ket koulskoude kalz barzhonegoù. Kinnig a reomp amañ d’al lenner kement barzhoneg a zo chomet diwar e zorn — nemet e skridoù yaouankiz, na fellas dezhañ biskoazh o lakaat moulañ, pe skridoù an « Union Agricole », a zo gwelloc’h o disoñjal. Tener e vez e varzhonegoù, bresk evel ar balafenned a ganont, hag intret, evel an danevelloù, gant ur meizadur du ha dic’hoanag eus ar bed.
An dro all eus spered Jakez Riou en em ziskouez en e bezhioù-c’hoari. Gorsedd Digor ha Dogan a vezo atav un andon a c’hoarzh evit kement den a gas ar fentigell. Ha, padal, n’eo ket fentigell hepken a zo enno : da nebeutañ skoazellañ stourm ar vroadelourien a-enep d'ar rannvroelerien hag an eil da dalvezout d’ar polis an trubuilh o doa roet d’an oberour da vare tarzhadeg Roazhon. Anatoc’h eo c’hoazh talvoudegezh parfet-meurbet e fentigellerezh en e oberenn vras all ; Nomenoe-Oe ! Un tammig frealz a c’helle reiñ honnezh d’e vignoned eus Breiz Atao : en amzer dieubidigezh Vreizh, d'ar mare ma c’houneze Nomenoe an trec’h a zlee diazezañ frankiz ar vro evit meur a gantved, ne oa bet nemet ur foeter-hent evit anavezout an trec’hour, ha nemet peorien ha livastred evit mont da stourm a-du gantañ.
Ken dre he stumm, ken dre he danvez, ez eo bet oberenn Jakez Riou un oberenn vroadel. Evit e vro eo en deus savet e zanevelloù, evel barzh foeter-hent Nomenoe-Oe ! e werzioù. Evit an emsav broadel eo en deus savet e bezhioù-c'hoari. Hag e holl skridoù, pa c’hellont ober kement enor da Vreizh dirak ar bed, a ziskouez, ur wech muioc’h, na c'hell bezañ a yec’hed evit hol lennegezh, evel evit Breizh a-bezh, nemet er vroadelouriezh.
Per DENEZ.
Heol
Heolioù
War an houlioù
a goroll
Afoù skedus ar mintin
d’an aod ha d’ar wagenn
Ur c’han a drid er sklerijenn,
sklintin,
hag a varv dre ma tec’h e kanenn ar wagenn
Hag ouzh hec’h askre noazh gant an heol kenedet evel an ed azo,
ouzh he muzelloù o c’hervel afoù harluet,
ouzh kevrin he daoulagad du lufrus e giz ar glizh
doueez dianav, gweledigezh ar Gened,
tarzhet e bro ar sklerijenn
e taskrenas ene va yaouankiz
Ha gant he zreid difiñv e keje flourik al lano.
E sioulded an iliz dindan afoù ruz gwad an heol
silet a-dreuz sae limestra ar C’hrist ar goursao direol
Azeulidigezh ar glin kinnig an dorn — an daou zorn o kinnig o c’hren
Karantez ar vuzell — an div vuzell distardet o c’hervel
afoù dianav d’an den
Heol hag orged doueel
e lufr he daou heol du
Sellet em eus ouzh an aod. Azezañ ’ris hep bezañ ouzh he gortoz
Klasket em eus e kanenn al lano ur c’han heñvel ouzh he c’han
hag en aezenn an iliz frond hec’h alan
hec’h ene e frond an iliz he skeudenn e-touez gwerc’hezed ar gwerioù
Biskoazh ne gavis skeudenn ouzh skeudenn va huñvreoù
Klask a ris neuze kanañ ar c’han,
klevet e bro an heol ha bezañ divenoz
Hogen va c’halon a oa tregernek e giz an
noz
Brest, 1 Du 1927.
Goude an arnev, an tousegi
a gan en arselin,
a gan, pa vez o noziñ,
ar c’han a blij din.
E glebor ar geotoù,
o c’han zo hiraezhus,
e sioulded an nozioù,
an nozioù kenedus.
An tousegi, war lez an hent,
a gan o hiraezh,
hag huñvreoù dianavez,
en noz, en nozioù sklent.
E deltoni al leton,
e kan an tousegi ;
e kanont, pa vez o noziñ,
’vel ma kan va c’halon.
Pa zigor en hentoù ar bleunioù a garan, An aezenn a luskell o huñvreoù, |
Henozh emañ pellgent an deiz kentañ eus ar bloaz,
an deiz kentañ eus ar bloaz mat ;
ra viro an Aotrou Doue maouez ha gwaz
diouzh anken ha kalonad.
A-hed an amzerioù tremenet pe da dremen,
ha koshoc’h e vezomp goude ur bloavezh all,
pirc’hirined dizesk ha dall,
mibien reuzeudik mab-den ?
Nann, ne goshaomp ket dre ma’z eomp war an oad.
Eus hon derou henañ da ziwezh hor buhez,
ez eomp war yaouankaat bemnoz ha bemdez,
e yaouankiz hon Tad.
Ganet omp er pellgent,
en draonienn dizudi, tud enni o kunudañ ;
hag edo kroget ar riell e skoasell an hent,
da bred hor ginivelezh, hor yaouankiz koshañ.
Hag edo skornet an avel war ar run,
pa ziskennas ar Vuhez da bokat dimp,
ha da luskellat hor c’hentañ hun,
e traonienn ar glebor hag ar frim ;
hag edo gurudet ar richodenn e gwaskedoù ar roz.
Hag astennet ar paour divouedet hag eok
war revenn wenn an noz,
en traoniennoù deok.
Henozh emañ ar bloaz nevez,
ar bloaz nevez o tigeriñ ;
ra viro Doue tud an ti
diouzh naon ha dienez.
Ganet omp e traonienn an hirnez,
en noz ar bloaz ma kroge ar yenijenn galetañ ;
pred hor ginivelezh eo hor c’hozhni goshañ,
hag e c’hoañvomp o c’hortoz yaouankiz an amzer-nevez.
Douget omp bet d’an iliz,
dalc’het ouzh badez gant Ael ar Blanedenn,
ha fiziolet gant an Anken,
da zerou hor yaouankiz.
Skuilhet eo bet war hon tal dour ar C’hlanidigezh,
siellet hon ene gant ardamez roueel ;
galvet omp bet d’ar velegiezh
en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel.
Bugel sioc’han, en da gozhni ganet,
Kerzh war-du da yaouankiz tonket.
Henozh emañ pellgent ar c’halanna,
kalanna ar bloaz kristen ;
ra blijo gant Doue ho tiboaniañ
diouzh kalonad hag anken.
Diuzet omp bet a viskoazh da viken.
— Gwa ni ma vezemp bet dibarzhet en aner ! —
Kroaz hor Silvidigezh a zo roet dimp da zougen,
hag un oferenn da lavarout, — un oferenn bonner.
Introibo. Me a dostaio ouzh Doue, va levenez,
levenez va yaouankiz.
Ha n’eus den en iliz
da respont an oferenn nevez.
Ar gristenien diwezhañ, sevenet oferenn o fellgent,
an eil war-lerc’h egile, a zo aet gant o hent.
Hag an iliz a zo chomet goullo, goullo,
evel skiant ur c’hlañvour o tremen en alfo.
Ni a yelo davet Doue,
andon ar yaouankiz wirion ;
Dezhañ e taskorimp hor c’horf hag hon ene,
da vare an hinon.
Introibo. Ret eo lidañ hon oferenn douarel
dindan doare an estrenvan,
hep skor na skoazell,
hon-unan, hon-unan.
Hag e rank pep oferenner kenderc’hel gant e oferenn,
direspont e bedennoù,
kerzhout en amzivin, dalc’het war e gomzoù,
aon gantañ lavarout un oferenn wenn ;
dre groazhentoù dic’houloù morzañ hep astal,
renet gant an Tonkadur,
anken evit hor mezur,
a-hed hon hent, war-du ar pal.
Ha bemdez e tostaomp, ha diri ha diri,
e pignomp d’an aoter savet e diwezh hon hentad,
pirc’hirined sammet gant doan hag ambloari,
divi kent hor c’himiad.
Hag e sevenomp arnodenn an douar,
pirc’hirined dizesk,
divi hag ampalvar,
hon nerzh gourel aet da hesk ;
hag e pignomp divi ha blin,
strebot e kement lindag,
pistig e kement tag,
ha gloaz e kement atahin.
Bemdez avat, ha bemnoz e vezo distrujet
hor c’hozhni douarel hag al levezonoù aner,
hor yaouankiz hepken a vezo aotreet
da dostaat ouzh an aoter.
Bemdez e pellaomp diouzh traonienn ar gortoz,
war-du annez an hoal-vat ;
ha bemdez ha bemnoz
ez a hor yaouankiz war yaouankaat.
E-doug ma savont eus traonienn ar pened,
e pign da Zoue kan ar birc’hirined :
Gwelout a reomp o tigeriñ
an deiz kentañ eus ar bloaz ;
ne vezo mui na doan nag anoaz,
nemet levenez en hon ti.
Pa vezimp degouezhet, simidi doueel,
war run an heol,
e vezo enaouet e pep tu d’hon aoter, evit hor gouel,
ar steredegoù holl.
Enaouet e vezo ar steredegoù
en Iliz divolz ha dic’hourin,
ha Mab Doue E-unan a responto d’ar gorreoù,
hon oferenn anterin.
Tad,
setu ho kig, setu ho kwad.
Hag endra ma vezimp degemeret e-metou ar C’hoskor,
eus run an heol e savo ar bangor :
Hiziv emañ an deiz kentañ eus ar bloaz mat,
derou hor yaouankiz divarvel.
Ne vezo nag anken na kalonad
en Tad, er Mab, hag er Spered Santel.
Bemnoz,
kerkent ha ma veze ar gouloù war enaou,
em c’hambr dizarempred e nije ur valafenn,
hag e c’hoarie er sklerijenn,
bemnoz, bemnoz, evel va huñvreoù.
E sklerijenn o krenañ e krene an eskell,
ha bemnoz ha bemnoz,
e tenesae dibreder ouzh ar sklerijenn c’hell,
ar valafenn noz.
Hag e tegouezhas e-kerzh un noz
ma begas an tan e seiz an eskell kizidik.
Ouzh kalon ar sklerijenn e kouezhas ar valafennig,
ker buan hag an huñvreoù noz.
…Em noz dizarempred
ne gren mui eskell er sklerijenn ;
ar valafenn gloazet em eus lazhet,
hag ouzh ar speurenn em eus staget,
gant ur broud etre o eskell kloz,
siwazh din, an huñvreoù noz.
Azezet e oa war lez an aven,
O c’hortoz an hini a gare.
Uhel e oa an heol pa zegouezhas er glen.
…En-dro dezhañ e noze.
En halegoù e bleuñv ar vilzig a oa tavet ;
War gorre ar c’hegid gwenn an nadoz-aer a vorede,
hag eñ a c’hortoze
ar plac’h na zeue ket.
E bevenn ar c’hornog e taskrene ruzoni,
Skeud ar c’hegid gwenn a varve e-barzh an dour,
Lano blot ar vorenn a bigne lizidour.
Hag eñ a welas e oa o noziñ.
Sevel a reas goustad,
Kemerout a reas en-dro gwenodenn an dorgenn,
Hag an heol o vervel a skuilhas en aven
Ur veradenn wad.
An dour a gouezh,
goustad,
berad ha berad,
a-hed ar raden gouez.
Didrouz ha lizidour
e virbilh an dour
diouzh gorre ar bantenn ;
abaoe kantvedoù
e kouezh a veradoù
ingal, ingal, diouzh kalon ar garregenn.
Noz ha deiz,
a-hed ar raden leizh,
berad ha berad,
goustad.
Hep trouz ebet
e kouezh
a-hed ar raden gouez,
en un naoz re zon evit bezañ gwelet.
Perak avat e c’hoarvezas,
p’edon va-unan,
e chomis betek ma nozas
o sellout, en estrenvan,
ouzh an dour o veradañ ;
ha pa nozas,
e klevis ar garregenn o wadañ,
a-hed ar raden hir,
berad ha berad,
goustad,
e kalir
an noz.
El liorzh broutac’het, ar rozegoù
A stou d’an douar o bleunioù limestra ha divi.
El liorzh broutac’het, ar bleunioù
Zo stouet ha difiñv, evel pa vezont o pediñ.
E poultrenn an alezioù… mezo
Gant heol tomm pe wad bero,
Al labousedigoù en em dag etrezo,
Gant c’hoant en em barat.
En oabl skedus ha goret e pign ur goumoulenn :
Koumoulenn ruz… Ha glav hag avel ’vel anken.
Ar rozegoù ruz a stou o fenn hag a gren
Gant an arnev o tremen.
Al labousedigoù simudet war o c’hlud
A zo tamolodet an eil ouzh egile.
Selaou a reont,
Endra m’emañ an avel o c’hoari en o fluñv.
Ul luc’hedenn a darzh skedusoc’h eget an heol
....................................................... ur wennili,
.......................................................................
.......................................................................
Pellaet eo an arnev.
Laboused bet ankeniet, moarvat,
A gan hep krediñ…
Dreist ar c’houmoul, pa groze an arnev.
Hag e tigoran va fenestr bras.
Ar goukoug,
Ar wech kentañ er bloavezh-mañ,
....................................................
Moulet
evit
Al Liamm - Tir na n-og
e Ti ar Skrev
Ar Baol
1954