Bec’h d’ar zoniou brezonek



BEC’H D’AR ZONIOU BREZONEK


Eul labourer en e bark, eur falc’her e-kreiz e brad, goude beza poaniet eur pennad, a blij d’e chom en o zav, d’ober eur zellig war o lerc’h ; hag, en taol-lagad-ze, o welet pegement a frouez en deus taolet o foan, e kemeront kennerz ha frealzidigez da vont war-rôk adarre.

Ar re a labour da zevel en park Breiz-Izel eun eost puilh a spered kristen ha breizad ha da c’houennat ennan al louzou fall, an drouk-yeot, da laret eo ar spered gall ha dizoue, mar grafent eur zellig war o lerc’h, a gavfe ivez, me gred, en amzer dremenet, konfort ha nerz-kalon evit an amzer da zont.

A dra zur, al labour graet a zo nebeut a dra e-kichen an hini a zo d’ober. Al loden vras a zo da voulc’han hag, o welet pegen stard eo mont war-rôk, kalz ha ne labourfent nemet evit ar bed-man hepken a gollfe abred kalon ha fizians.

Koulskoude, evit ar re eman en o c’hreiz karante ar vad, kasoni an droug, hag ive spi eun digoll en eur bed gwell eget heman, ne gredan ket e ve deut c’hoaz ar mare da zouzan.

Ar menoziou mat hag uhel a zo e Breiz evel eur wazig skler ha lintrus a ruilh, hep paouez, tener ha madelezus, o touran, o vagan gant karante ar bleun a ziwan war he riblou. Mammen ar wazig a zo nerzuz. Strinket eo eus kalon hon tud koz ha setu perak, aboue kantvejou niverus e ruilh en hon touez, gwech nerzus, gwech gwanoc’h, nemet n’eo aet biskoaz da hesk.

En hon amzer e ruilh c’hoaz eta ; mes ar menoziou fall a zo kouezet warnomp evel eur barrad dour arne a venn flastra pep tra dre ma tremen gant eur gounnar hag eun dourni spontus. E vroez a zo ken krenv ma kinnig mougan hiboudig tener ar riolen vihan. Karout a rafe zoken mar ne chosellfed outan, he saotra gant e vreinadurez ha stlejan d’e heul bleuniou koant he riblou. Evel ma tremen, avat, an doureier noazus hep lezel netra war o lec’h nemet poac’hadur ha poultr, evel-se arne ar plegiou fall a dremeno ive, ha, goude ma vo tremenet, gwazig ar Vad a ruilho c’hoaz, hag ar beajour skuiz ha faez gant tommder an hent poultrennet a deuio da c’houl diganti eul lommig dour fresk da zistana e galon.

Difenn ha kreski ar giziou mat, choselli ouz ar plegiou fall, setu hirie eta dlead a gonsians pep Breizad. Ar garg a zo diaez, hen laret em eus c’hoaz ; koulskoude ar c’hredennou yac’hus o deus gwriou e kalon Breiziz. Mar dint hanter-varo breman, ne c’houlont nemet eun tamm freskadurez evit bleunia adarre.

Kement-se a wellomp skler aboue m’eo krog ar varzed da labourat evit o bro. N’eus ket eur c’horn a Vreiz, n’eo bet diskennet ennan o galvadennou hag e pep lec’h o deus kavet hekleo, daoust da gounnar faeus enebourien hon gouenn.

Er c’horn-man a Gerne, eur c’hiz vat dreist ar re-all he deus kemeret he c’hrenv e sperejou an dud : kana soniou brezonek. E gwirione, breman daou pe dri bloaz, ne gleved en eureujou nemet kanaouennou gallek, d’o heuilh alies, evel just, traou enep ar furnez, spered ar vro hag an onestiz. Den n’en dije prizet kana e brezoneg ha sur e vije c’hoarzet warnan ! Ma vije kanet galleg en eureujou, e c’hellit kredi penaos, er ger, er park, ar renk kentan a oa d’ezan ive. Pegen frealzus eta gwelet ar c’hiz fall-ze dilezet, kouls laret gant an holl. Kement ez eo bet disprizet ar zoniou brezonek, kemend-all ez int karet breman. Ne glasker ken, ne glever ken, prest a-walc’h nemete en eureujou ; an dud yaouank a chach warne gant enor, hag an dud koz o silaou hag a strak o daouarn, an dour en o daoulagad hag eur mousc’hoarz war o muzellou. Laret ne ve kanet son gallek ebet a vefe laret gevier mes, c’hoaz eur wech, e vezont kanet distank bras.

Setu aman avat ar respont a glever alies breman pa beder unan bennak da ganan : Petra ganin-me ? N’ouvean netra e Brezoneg. N’ouvean netra e Brezoneg ! eno eman an droug brasan. Ar soniou brezonek n’int ket marteze niverus awalc’h, ha c’hoaz pez a zo n’int ket anavezet gant an holl.

D’al labour eta, kenvroiz ker ! Savomp, deskomp soniou brezonek ha skignomp ane endro d’imp. O c’haret a rer, rak, moarvat, er c’horniou-all a Vreiz-Izel eman kont evel dre aman. Kement-se a zo kalz dija ha ma vijent anavezet mioc’h, e vijent kanet muioc’h a dra sur, rak ar breizad, evel an evnig, a blij d’ezan kanan !

Dre forz kanan ha pouezan ar c’hanaouennou-ze graet evitan, e vefe meulet enne e vro, e yez, giziou fur e dadou, hep gout d’ezan, e tigorfe e spered d’ar sklerijenn hag ec’h en em zilfe ar mennoziou mat-se tam-ha-tam en e galon.

War-rôk eta, Bretoned {{{2}}} Holl, pep-hini en e stad, dister evel galloudus, e c’hellomp labourat evit hon bro. Kement a anaoudegez-vat he devo ar Vamm vat-se d’an disteran eus he bugale evel d’he barz ar brudetan, gant ma ’nevo poaniet a galon da ziskouez d’ezi e garante !

KOULMIG ARVOR.