BERED MA FARROZ

————

D’ann Aotrou CHATON, Chalonni. Person Guengam

————

War don : Gralon ha ker Is.


 
Requiem æternam dona eis, Domine,
et lux perpetua luceat eis !

 
Bered ma farroz, p’ho kwelann,
Gant anken ec’h huanadann ;
Daelou a zeu em daoulagad,
Hag e taoulinann bep kammad.

Ama e welann o repoz
Ma zad, ma mamm ha ma zud koz ;
Ma c’herent ha ma mignoned,
Kement hini deuz va c’haret.


Ama, skoet gant dorn Doue,
Tiskuiz tud koz ha bugale,
Tud a skiant, tud pinvidik,
Tud euruz ha tud reuzeudik.

Ann eil e-kever egile,
’Maint astennet, enn ho gwele,
Astennet ’nn ho gwele douar ;
Pebez anken, pebez glac’har !
 
Ann den huel, ann denn dister,
Ho deuz eur plankenn, eul linser,
Ha pemp troatad douar hep-ken ;
Er vered, setu tra peb den !
 
Digor eo bez Mari-Vonik,
Koanta plac’h voa enn Arvorik ;
E-penn ar bez setu he fenn,
Eur bern eskern enn he gichen.

Ama welann bez ma ferson,
Den a feiz ha den a galon ;
Bemdez e teu ann dudigou
War he vez da skuilla daelou.


Bugelik kez na welez ket,
Da dad, da vamm n’int ket kollet ;
Eat int ho daou d’ar Baradoz,
Eno emaint ouz da c’hortoz.
 
Bez fur ha bez eur c’hristen mad,
Hag e weli da vamm, da dad ;
Bez sonj er c’homzou lavaraz
Da vamm d’id enn deiz ma varvaz :
 
« Ma mabik koant, elik Doue,
» Pebez glac’har evid-oun-me,
» Da zilezel-te da unan,
» E-kreiz trubuillou ar bed-man !

» Mar bezez Breizad, gwir gristen,
» Da vamm baour varvo hep anken.
» Eur pok, ma mab, eur pokik c’hoaz ;
» Deuz ama war ma c’halon noaz !

» D’ar zul, goude ann ofern bred,
» Deuz da skuilla dour binniget
» War bez da vamm garantezuz ;
» Ped ’vit ann anaon truezuz !


» Er vered, pa ’z i war ma be,
» Evid da vamm ped stard Doue ;
» Eur pok d’id c’hoaz a-rok mervel,
» Ar pok diveza, ma bugel !
 
» Eur pok d’id c’hoaz gant ma daelo,
» Ma mab, kenavo, kenavo !
» Dalc’h mad da feiz da dadou koz,
» Ha kenavo er Baradoz ! »

Minored paour, na ouelit ket !
Doue a vev al laboused,
Doue, bara d’hoc’h a roio,
N’oc’h-hu ket he vugaligo ?

Pried kez, sec’hit ho taelo,
Mamm ho pugel n’eo ket maro ;
Dirak tron ar Werc’hez Vari,
Evid-hoc’h e-ma o pedi.

Ha c’houi, tud paour war ann douar,
A-viskoaz er boan, er glac’har,
Er Baradoz, gwir Vreiz-Izel,
C’houi vo er joaiou eternel.


Ama welann kroaz ma Jezuz ;
Evel eur vamm garantezuz,
Enn deiz, enn noz, e taol evez
War beziou he bugale gez.

Kouskit holl enn peoc’h, tud varo,
Euz ho peziou c’houi a zavo,
C’houi a zavo dre urz Doue,
Lugernuz ho korf, hoc’h ene.

Ar zent a zo er Baradoz,
Sent Breiz a zo ouz ho kortoz ;
Gant ar Werc’hez, ann elez gwenn,
C’houi vo digemeret laouen.

Ama, ma c’horf deui da repoz
E disheol iliz ma faroz ;
Gwerc’hez Remengol, c’houi bedo
’Vit ho Parz kez, pa vo maro.
 
D’ann deiz diveza euz ar bed,
Euz ma bez pa vezinn savet,
Astennit c’hoaz ho torn santel,
Gwerc’hez, ’vit harpa ho pugel.


Evruz ann den a zo maro
E doujans Doue, ann Otro ;
Evruz ann den zo o repoz
E bered iliz he barroz !
 
Ac’hano e savo eunn deiz
Gant he dud koz ha gant sent Breiz,
Evit mont d’ar varn diveza,
’Tre divrec’h ’nn Itron Varia.