Le Dault, 1950  (p. 92-110)




Bertele


N’oc’h ket bet morse e Lokeored, marteze ? Klevet hoc’h eus ano eus ar gêr vras-se, evelato ? Gouzout a rit petra eo eur pilhaouer memes tra ? Ha gwelet hoc’h eus meur a hini, moarvat, o youc’hal a-bouez-penn : « Tamm pilhou tamm ! pilhou d’ar pilhaouer ! » Mat ar bilhaouerien a zo an darn vuia anezo eus Lokeored, e-giz hini ar son :

E Lokeored ez eo ganet
E koumanant Toull-al-Laer…

Koulskoude, kement den en deus bevet e Lokeored n’eo ket bet pilhaouer. O ! nann ! ha me a fell d’in rei d’eoc’h da c’houzout eun abadenn, ha diou zoken, c’hoarvezet gant kloc’her ar barrez-se.

Pell a zo, pell-pell a zo abaoe ma ’z eus bet kelou war ar bed eus Bertele.

Bertele e oa e ano da gloc’her Lokeored.

Seiz vloaz penn-ha-lost e oa bet soudard gant Napoleon koz, ha brudet e oa — heñ Bertele — er Spagn kerkoulz hag en Aotrich, ha me n’ouzon dare pelec’h an Aotrou Doue c’hoaz.

Deuet e oa d’ar gêr pa oa echu e goñje gantañ. O veza ma oa mat da gana, e voe goulennet da gloc’her gant an aotrou person. An aotrou maer, diouz e du, a c’hoantaas gantañ kaout anezañ da dabouliner. Ha Bertele a ya da ganer ha da dabouliner.

Rak-se, ne veze graet tamm netra e Lokeored hep Bertele. Kana a rae d’ar badeziantou, d’an eureujou, d’an interramantou, d’an oferennou ; embann a rae traou ar gouarnamant hag e rae ivez gwerz ar sant er vered ; toullou ar re varo a veze graet gantañ hag o lakaat a rae enno. Son a rae ar c’hleier hag e tinte hag e vralle anezo, lakaat a rae bole enno hag e save poueziou an horolaj, ar pez a gave an enorusa evitañ. Ha ne oa ket hep gwir rak daoust ha n’eo ket heñ eo a verke da bep hini, e-giz-se, ar mare da ober pep tra ?

Dao eo d’in lavarout d’eoc’h ivez e ouie Bertele labourat mat-tre an douar, ha lakaat a rae kaol, irvin hag avalou-douar e-touez an ed :

« Perak koll douar ? » emezañ, « Ar pez na gavo ket mat ar gwiniz a yelo gant an traou all. »

O vont euz e bark, eun devez, edo e bal gantañ war e skoaz hag en e zorn eur gordenig, hag ouz penn ar gordenig eur c’havr, Bouchig e ano, kerniel sounn d’ezi ha reun flour hag hir. Hag hi seder war he divesker moan ha mistr ha war he zreid na stokent ket ouz an douar, koulz lavarout. Prenet en devoa Bertele ar c’havr-se evit meur a abeg, met dreist-holl evit divega ar c’haol tener.

Da vare an añjeluz edod, eun tammig en tu-all zoken, pa voe Bertele dirak an iliz. Hag heñ da son an añjeluz e-ser « drailha eun hanter pater ».

O vont da baka e bal en dro edo, pa welas poueziou an horolaj diskennet izelik. Hag eur soñj d’e spered. « Ha ma’z afen d’o sevel ? »

Lezel a ra e bal harp ouz ar voger, staga a ra Bouchig, ha yao en tour. Ar pouez kenta a zo diaesoc’h eget boaz da sevel : glao a zo bet, hag, emichañs, ar gorden a zo distrempet. Egile avat a zo skañv.

Graet e labour gantañ, e tiskenn Bertele en eur vouskana. Seder eo an tamm anezañ da veza kaset eun devez-all en e dro, ha da vont da welout hag aozet eo koan gant Godig, ar fura gwreg a voe morse dindan bolz an neñvou, ar vaouez ar wella da arboella an traou.

Digouezet en traon, e kav Bertele e bal. Met ar c’havr ? Gavr ebet ken ! Klask a ra a bep tu d’ezañ, trei ha distrei a ra, amañ, aze, du-mañ, du-ze, du-hont, e diabarz an iliz, en diavaez. Gavr ebet ! gavr ebet !

Hag e klemm hag e krog da c’hervel :

« Va gavr ! va gavr ! pelec’h emañ va gavr ? N’hoc’h eus ket kavet va gavr ?… Bouchig ! d’ar gêr !… D’ar gêr va Bouchig ker ! d’ar gêr !… »

Gant Bouchig n’eus grik ebet.

« Hag aet e vije va gavr gant al laer ? Gant piou eo aet ? Piou eo aet va Bouchig gantañ ?… Distaga he nask he deus graet kredabl ; mall a oa warnezi da vont da gavout Godig… Bouchig d’ar gêr !… D’ar gêr ! va Bouchig ! d’ar gêr !… Ne c’hell beza nemet eul lampon, eun arsouilh e-giz Paohir hag a vije aet va gavr gantañ !…

Paohir ha Bertele ne oant ket mignoned, abalamour, just a-walc’h, ma oa hir ano unan, ha ber ano egile.

Ha Bertele er-maez eus ar vered, kollet e spered gantañ, ar paour-kaez ! Ha, dre vourc’h Lokeored, e c’houlenn, e c’halv, e hop e-giz eun den peursot :

« Bouchig d’ar gêr !… Piou en deus gwelet va Bouchig, va gavr ?… Bouchig ! Bouchig ! toeik ! toeik !… Bouchig ! d’ar gêr !… tie ! tie ! Bouchig ! »

Bertele gaez ! n’eo ket bet gwelet da Vouchig gant den ebet, na gant Paohir zoken.

« Bouchig ! Bouchig ! »

« Petra a zo ganeoc’h, Bertele ger ? » a lavar Godig strafuilhet.

« Bouchig, amañ emañ-hi ? »

« N’emañ-hi ket ! aet e oa ganeoc’h d’ar park. »

« Kenavo va gavr kaez ! kenavo !… Eur feunteun laez ganti !… O ! Paohir ! anduilhenn daonet ! laeret eo va gavr gantañ ! »

« Penaos ? Petra ? Bertele ger ! »

Hag heñ lavarout d’e wreg ar pez a zo bet c’hoarvezet, penaos eo bet graet an taol judaz-se d’ezañ, penaos edo o tremen, edo an añjeluz, edo an horolaj, en devoa staget e c’havr er mod-mañ, er mod-se, er mod-all, hag e-giz-mañ hag e-giz-hont, n’ouzon dare petra.

« Va Doue ! va Doue ! petra d’ober ? » a lavar Godig, daelou druz en he daoulagad. « Va Doue ! va Doue ! eur c’havr hag a dalveze he fouez a aour ! eur c’havr a garen-me kement-all ! kement arc’hant ec’h arboelle d’eomp ! he laez ! he amann !… Sellit ! Bertele ! grit kofig moan ! yunit diwar zour ha patatez ! c’houezit, it, sonit ! kanit ! sebeliit ! savit e boueziou d’an horolaj !… Dao e vezo d’eomp arboella hag arboella c’hoaz da gaout unan-all ! Va Doue ! va Doue !… »

Noz eo anezi. Bertele ha Godig da gousket, eur bod spern e-kreiz o zal ha mut o zeod. Nikun anezo o-daou ne glozas lagad ebet en noz-se penn-da-benn. Seblantout a rae d’ezo edont o vont da glevout bê-bê Bouchig o c’houlenn digor diganto, goude beza bet o touza an drez, war girzier ar vro. Hag o c’halon baour a lamme en o c’hreiz, hag e redent, piou da genta, da bokat d’ezi, o zeñzor.

Pa ne gouskent ket, e klevjont an horolaj. N’he c’hlevent nemet re, ha n’edont ket o-unan e Lokeored. Ez it da welout ha gwir eo.

« Petra an diaoul eo kement-mañ ? » eme Vertele, o sevel spontet en e wele-kloz hag o tigeri ar stalafennou da glevout gwelloc’h. « Nann ! nann ! eur gwalleur ne c’hoarvez morse e-unan. O ! Paohir ! Klevout a rit, Godig ? »

« Ya, emañ an eur o son… Dek eur eo anezi. »

« N’eo ket nav eur c’hoaz, hag ez eus bet unnek taol ! Klevout a rit ? Daoñ ! daoñ ! daoñ ! Son a ra c’hoaz ! son a ra bepred. An eur war-lerc’h an eur ! hanter-eur ebet ! Hanternoz ! eun eur ! div eur ! teir eur ! peder eur ! kollet eo e benn gantañ ! Daoñ ! daoñ ! Na buan ez a ! Daoñ ! daoñ ! daoñ atao ! Emañ an teuzed (lutined) o c’hoari ar wech-mañ avat ! Eun diaoul bennak a zo o kas anezañ, sur tandelo ! d’an daoulamm ruz ! Daoñ ! daoñ ! daoñ ! Ma n’eo ket Paohir eo ! Daoñ ! daoñ ! daoñ ! N’ehano ket ! »

« Petra a vezo goude, Bertele ger ? »

« Petra, Godig ? Ne welit ket eo trelatet va horolaj ? Hag oun-me, bremañ da viken, eun den kollet ! Petra ’vezo lavaret warc’hoaz-vintin diwar va fenn e Lokeored ? Astenn a raio an dud o biz etrezek ennoun ! Me a zo dizenoret, Godig ! Me a zo dizenoret ! A ! Paohir milliget ! Biz an dud war-du ennoun ! »

« Biz an dud war-du ennoc’h ! Jezuz, Maria, Kredo ! »

« Eun horolaj evel hennez ! eun horolaj, enor Bertele, e-giz ma’z eo, e-giz ma oa Bertele enor Lokeored ! eun horolaj ha n’eo ket bet direnket morse evit ar wech ! eun horolaj ha n’eus ket aet eur gwenneg morse da renka anezañ ! Pe seurt liou a vezo warnoun ! Mervel a rankan dioustu ! »

Aet a-walc’h e vije ouz ar groug panevet e talc’has Godig start warnezañ.

Hag an horolaj adarre : daoñ ! daoñ ! daoñ ! c’houec’h eur ! seiz eur ! eiz ! nao ! dek ! unnek ! daouzek !

« Kreizteiz ! » eme Vertele, « ha n’eo ket savet an heol c’hoaz ! Eun eur ! div eur ! teir eur ! peder eur ! c’hoaz ! adarre ! E-giz glaz da Vouchig !… »

Meur a hini ne gouskas ket gwelloc’h eget Bertele, hag hiniennou a savas da vont d’an tangwall…

Nag hir e voe an noz-se da Vertele ! hir e-giz eur sizun dindan ar yeo ! Memes tra, dont a reas an deiz da darza. Kerkent Bertele d’an tour, e kambr an horolaj a sone atao. Hag heñ da zresa anezañ, eus an eil tu hag egile…

Neuze e welas Bouchig, e Vouchig, e c’havr, krouget en hanter hent eus an traon d’an nec’h ha maro-mik…

Sempla a eure.

En derc’hent, a-barz pignat en tour, en devoa staget e Vouchig, gouzout a rit ; ya met staget en devoa anezi ouz pouez an horolaj, ouz ar pouez a oa pounneroc’h eget boaz. O sevel anezañ, en devoa, heñ Bertele, krouget e Vouchig, e c’havr vat !…

« Va Doue ! va Doue ! » e lavaras, a-hed an deiz-se penn-da-benn. « Traou Doue ! na me a oa kollet va spered ganin en neizour ! Staga Bouchig ouz pouez an horolaj ! ha sevel ar poueziou ha krouga anezi ! me, me va-unan ! Va Doue ! va Doure ! truez ouzin !… »

C’houi a lavaro :

« Sur mat o devoe truez an dud ouz ar paour-kaez den ? » — Ya da ! truezus a lavaran-me ivez ! Truezus a-walc’h evit ober goap ouz fri hir Bertele ! Truezus a-walc’h evit mirout outañ da zont ken dirazo ! Ya ! ya ! truezus e voent ! Paohir dreist-holl ! Hemañ avat a voe truezus, e c’hellit kredi !…

« Ma ! n’eus forz, » eme Vertele, « eur c’havr am bezo c’hoaz kousto pe gousto, eur c’havr ker kaer ha Bouchig, Doue d’he fardono ! Arboella a rin ! Bara sec’h hag avalou-douar ! Setu ar pez am bezo ! Avalou-douar da lein ! dic’houitez da verenn ! patatez da goan ! ha yun bemdez !… »

…Ya ! ya ! Bertele, arboell ! mat a rez ! eur c’havr az pezo !… Ha c’houi, va c’henvroiz ker, taolit evez da veza ken dibenn ha Bertele ! Me a lavar d’eoc’h e-giz ar werz koz :

Gra pa ri tra, to pa ri ti…

Ha bremañ, ma n’oc’h ket skuiz gant ar ranezennou-se, me a ya da lavarout re-all d’eoc’h c’hoaz, diwar-benn Bertele atao, evel just, ha kavet e vefe c’hoaz da lavarout…

Miz a zo abaoe an darvoud kriz c’hoarvezet gant ar c’havr, abaoe an darvoud euzus ! Ha setu ma tosta pardon Lokeored. Teir sizun c’hoaz, ha setu eur pardon bras.

E Lokeored n’eo ket paour an dud, evit doare. Eur sant nevez a zo bet prenet e lec’h ar sant koz na chome anezañ ken nemet tammou koad toull-didoull.

Bertele, me a gav d’in, eo an hini a zo ar muia a vall gantañ o c’hortoz ar pardon rak, da geñver an deiz-se, kloc’her Lokeored a ra eur gest evitañ e-unan, en iliz, mar plij. Ha, peogwir ez eus eur sant nevez, e vezo madelezus an dud gant ar fouge a vezo enno, emichañs.

Skrivet en deus an aotrou person da Bariz da gaout ar sant nevez, ha bet en deus lizer da lavarout d’ezañ e tigouezo d’ar yaou a-raok ar pardon. Netra welloc’h, hep mar da renka anezañ ha da c’hreia (ficha) an aoter.

…Setu ar merc’her. Bertele a ya da zresa kement tra n’eo ket renket mat. Diboultrenna a ra ar mogeriou, an aoteriou, ar gador-govez, ar gador-sarmon.

Setu ar yaou vintin. Larda ar c’hleier hag o sparl, ha lakaat eol gant an horolaj, a ra Bertele.

D’ar yaou d’abardaez : n’eo ket deuet ar sant nevez c’hoaz.

D’ar yaou da noz : sant ebet !

D’ar gwener vintin ha d’ar gwener da noz : sant ebet !

« Sant ebet ! » eme an aotrou person, klemmus e vouez evel mouez an anaon.

D’ar sadorn vintin : hirio e teuio hep mar !… Bertele a ro eun taol kempenn diweza d’an traou ! ar c’hantoloriou a zo ker sklaer ma vefent kemeret a-walc’h da velezouriou ; ar chantele a zo lakaet koar fresk outañ, ma tarb d’ar c’hloc’her spura anezañ, c’houi a oar gant petra… Kerc’hat a ra ar palennou, palennou an aoteriou, eus ar presbital.

Eno e klev c’houez ar c’hig ouz ar ber, hag e teu avi d’ezañ. Hag heñ d’ar c’halatrez. Diskenn a ra, eur bec’h gantañ war e chouk. Er gegin, e wel Marc’harid goz, Marc’harid ar presbital.

« Friko a vezo ? Marc’harid. C’houez vat a zo. »

« Ya, ya, Bertele, abalamour d’ar sant nevez. An aotrou person, gouzout a rit, n’eo ket boazet d’ober koantik d’e gof. Met gant ar sarmoner a vezo, hag a zo erru bremaik, e vezo dao ober eun tammig en tu-all. Kustum eo hemañ koulskoude d’ober yun bemdez rik. Evit eur wech, ober eur pred mat n’eo ket pec’hed, neketa ? Eur wech n’eo ket atao eo… Ha neuze, me n’oun ket fachet tamm ebet : me am bezo lod ivez, e c’hellit kredi, ha ma vez mat va c’heusteurenn e vezo mat ar gwerz-butun ivez. Eur porc’hellig war e vamm hag eur c’hilhog lart, al larta, a zo lazet, hag ouz ar ber emaint zoken. An aotrou maer, ar fabrisianed, kuzulierien an ti-kaer a vezo holl amañ warc’hoaz… Ha c’houi, Bertele, d’ho lein pe d’ho koan ? »

« Foeltr netra ebet ! Ha friko du-mañ ne vezo ket ! nann ! nann ! nann !!! Siouaz Doue ! nann ! ne vezo ket ! Va gavr, gouzout a rit, a zo maro, ha dao eo d’in arboella da gaout unan-all. Ha, siouaz d’in ! abaoe ma’z eo aet gant an ankou didruez, n’eus bet nemet eur vadeziant baour, eur vadeziant evit netra. »

« Ma teufec’h amañ warc’hoaz, me laoskfe va gwerz-butun ganeoc’h, hag e c’hellfec’h prena eur c’havr-all dizale. »

« Ho trugarekaat, Marc’harid ! Allas ! nann ! n’em bezo tamm friko warc’hoaz ! tamm ebet ! Me a zo re baour ! »

« Ne lavaran ket, met warc’hoaz ho pezo kest. »

« Kest a-walc’h ! Warlene n’em boa ket touchet pevar real. Er bloaz-mañ, me a gred, em bezo nebeutoc’h c’hoaz, rak an dud o deus roet evit ar sant nevez. Ha va gavr, va Bouchig ker, eo a vezo kaoz eun tammig ivez, va Jezuz benniget ! Paohir a ra da gement hini a wel ober goap ouzin. Met arabat chom amañ da gonta kaoziou. Kalz labour am eus c’hoaz d’ober en iliz. Ar sant nevez a vezo mat ouzin, marteze. »

Ha Bertele gant e samm…

Pemp pe c’houec’h tro a ra, ha dre ma ’z a, e sav c’hoant kig en e vouzellou. D’ar seizvet gwech ez eo trec’h e c’hoant d’ezañ, hag evel m’emañ Marc’harid goz o troc’ha kaol el liorz, setu heñ da gavout ar ber ha da redek kuit gant al loen pevarzroadek, poaz a-walc’h a-benn neuze !

Digouezet er gêr, e c’halv e wreg da ranna ganti lod ar pardon, bet digant an aotrou person. Godig a gred Bertele war e gomz. Ne reont ket giziou da gregi e tamm pe damm. Godig a zebr kement ma koll he fenn. Bertele avat a yafe daou gement-all gantañ c’hoaz. Keit-all a zo emañ war yun ! Met n’eus ken !

Hag heñ d’an iliz, d’ar sakristiri. An aotrou person a zo eno o c’hortoz tud da gofes. Bertele a zeu hag ha ya hep ober van ouz netra. Hag an aotrou person da gomz d’ezañ eus al laeronsi graet er presbital.

« An dra-ze ne c’hell ket beza, aotrou person, » eme Vertele.

« A c’hell beza pa ’z eo gwir eo bet. »

« Hag ar sant nevez, aotrou person, ha deuet eo ? »

« N’eo ket ! »

« Petra a vezo graet eta neuze, aotrou person ? »

« Petra a vezo graet ? Bremaik me a lavaro d’eoc’h ! Ha n’hoc’h eus ket klevet piou a zo bet er presbital ? »

« Nann, aotrou person. »

« Ha n’hoc’h eus gwelet den ebet du-mañ ? »

« Kristen ebet, aotrou person, nemet Marc’harid ha me ? »

« C’houi ! C’houi eo eta hoc’h eus laeret ac’hanoun ? »

« Me ? aotrou person. »

« Ya ! c’houi ! »

« Me ? »

« Ya ! sur mat ! pa’z eo gwir e livirit hoc’h-unan n’eus bet den du-mañ nemedoc’h. Ha ganeoc’h eo aet !… Gwelout a rit, aet oc’h ruz betek beg ho tiskouarn. Ya ! ganeoc’h eo aet ! C’houi a zo eul laer ac’hanoc’h ! Ma c’hell beza ! Ar c’hloc’her o laerez diwar goust ar person ! Ar c’hloc’her o laerez an hini a ro bara d’ezañ !… »

Bertele a govez war bennou e zaoulin, o lavarout :

« Aotrou person, c’houi a zo mat ho kalon, c’houi a bardono d’in ! »

« Ne rin ket ! »

« Eo ! »

« Ne rin ket ! a lavaran. »

« Eo ! keuz am eus ! »

« Keuz a lavaran-me ! Keuz, e-giz eur louarn, tri biz ar forc’h war e c’houzoug ! Keuz, e-giz… n’ouzon dare petra ken ! »

« Keuz gwirion ! glac’har bras ! Ne rin ken ! »

« N’eo ket diaes, pa’z eo gwir n’eus ken ! »

« Hag e vefe ne rafen ken ! Pardon ! »

« Ha ! pardoni a ran d’eoc’h gant ma ’z eot da gerc’hat ar sant nevez. »

« Da belec’h, aotrou person ? Me a zo pare da vont. »

« D’an Uhelgoad. »

« Hag ez in. »

« A-benn pet eur e viot distro ? »

« Peder eur eo anezi… A-benn c’houec’h eur pe e-giz-se. »

« Mat, kit. »

…Aet eo Bertele. Ne gav sant ebet. Distrei a ra, teñval a-walc’h e benn, daoust d’ar maeziou beza alaouret kaer, gant an heol o kuzat dreist barr ar meneziou. Met hag heñ a ra van ouz an traou-se ?

N’eo ket deuet ar sant gantañ. Penaos mont dirak an aotrou person ?… Met n’eo ket heñ, Bertele, eo a zo kaoz, ha mont a ra :

« Aotrou person, en Uhelgoad n’eus sant ebet evit Lokeored amañ, hag an holl a c’hoarze goap ouz va fri, rak brud va Bouchig a zo aet di. »

« Ha n’hoc’h eus kavet sant ebet ? »

« Nann, aotrou person, nikun. »

« Bet oc’h e pep ti o c’houlenn ? »

« Ya, aotrou person, ha goap a-walc’h a zo bet graet ouzin, daoust ma n’eo ket peskig ebrel eo ez oun koulskoude. »

« Petra ’vezo graet eta neuze ? »

Bertele ne lavar grik.

« Ma ! Bertele, eur soñj a zeu d’in… »

« A ! aotrou person, gwell a ze ! »

« Laeret hoc’h eus ac’hanoun, neketa ? »

« Ya, aotrou person mat, ya, siouaz ! »

« Ma ! evit ho pinijenn, c’houi a yelo d’ober ar sant nevez warc’hoaz ! »

« Aotrou person ! »

« Va mantell gousperou a vezo lakaet d’eoc’h war ho kein ! »

« Aotrou person ! »

« C’houi a junto ho taouarn, a ranko beza gwelc’het gant daou wennegad saonetez, da vihana ! »

« Aotrou person ! »

« C’houi a savo war an aoter raktal goude an añjeluz, warc’hoaz-vintin ! »

« Aotrou person ! »

« Me a zigoro dor an iliz eur pennadig goude-ze, ha c’houi a chomo war an aoter a-hed an deiz betek an noz teñval ! »

« Aotrou person ! »

« Arabat e vezo d’eoc’h serri lagad ebet ! »

« Aotrou person ! »

« Arabat e vezo d’eoc’h finval an distera, na tenna hoc’h alan zoken ! »

« Aotrou person ! person mat ! petra a rin eta pa zeuio ar merc’hed yaouank da blanta spilhou d’in em zreid ? »

« Chom peoc’h ! »

« Ne vezin ket gouest da c’houzañv kement-se ! »

« Ne viot ket gouest ! Gouest a-walc’h oc’h bet da laerez koulskoude ! »

« Ne vezin ket gouest ! »

« Gouest pe get, ne ran van ! Eur wech-all e viot furoc’h hag e lezot va friko ganin ! »

« Ne vezin ket gouest ! »

« Petra ? C’hoant laerez a zo en da gorf c’hoaz ! »

« N’eus ket, aotrou person ! N’eo ket an dra-ze eo em boa c’hoant da lavarout. »

« Petra eta ? »

« Ne vezin ket gouest gant ar goulou hag ar spilhou ! »

« Ne viot ket gouest ! Gwaz a ze evidoc’h ! »

« O ! aotron person ! ivez eta ! »

« Ta ta ta ! ta ra ta ta ! peoc’h ! »

« Aotrou person ! »

« Ha fenoz, gwelc’hit ho taouarn, hag ho penn, hag ho treid. It da droc’ha ho paro, ha goulennit digant ar perukenner hag hen en deus re-all hiroc’h da staga ouz ho chiñk (groñch). »

« Aotrou person ! »

« Dalit. Setu amañ pemp gwenneg, ha kit buan ! Kenavezo warc’hoaz ! »

« Aotrou person ! »

« Ken’ arc’hoaz-vintin, rik da bemp eur !… »

Hag an aotrou person d’e gador-gofez e-lec’h ma ’z eus eun nebeudig tud o c’hortoz anezañ. Ar c’hloc’her a chom ivez da c’hedal.

Deuet an aotrou person en-dro, Bertele a lavar d’ezañ ne ray ket ar sant antronoz.

« A reot avat ! »

« Aotrou person ! »

« Aotrou person ! kement ha ma karot ! Ober a reot ar sant warc’hoaz, pe c’houi a vezo mat ar stal ganeoc’h, pe c’houi ne vezo ket ! »

« Aotrou person ! »

« D’ar gêr, d’ar gêr ! ha founnus ! »

Ret eo d’ar paour-kaez senti, kaer en deus. Digouezet er gêr, eo du e benn e-giz sac’h an huzil.

« Petra a zo, Bertele ? » eme C’hod.

« Allas ! Godig ! me a zo kollet ! »

« Adarre ! »

« Ya ! ha gant an aotrou person ar wech-mañ | »

« O ! neuze n’eus droug ebet rak an aotrou person a zo eun den mat anezañ, ha roet en deus d’eomp eul lod-ar-pardon kaer-tre. »

« N’eus droug ebet ! c’houi a lavar. Allas ! allas ! ma oufec’h, ne gomzfec’h ket e-giz-se ! »

« Petra ’zo eta ? »

« Soñjit n’eo ket deuet ar sant nevez ! »

« An hini koz a zo mat c’hoaz, emichañs ? »

« Mat e vije bet, met e ludu emañ ! »

« E ludu ? »

« Ya ! e-giz ma vez graet d’an traou benniget, devet eo bet. »

« Ha neuze ? »

« Ha neuze n’eus sant ebet ! »

« Sant ebet ? »

« Nann ! »

« Ha goude, feiz ? »

« Goude ? e rankin mont d’ober ar sant warc’hoaz ! »

« D’ober ar sant ? »

« Allas ! ya ! »

« Ha gouest e vefec’h ? »

« N’ouzon dare ! »

« Grit da welout. »

« Ober a rin a-walc’h ! »

« Neuze eo mat ar stal. »

« Ne viot ket en egar ouzin ? »

« O ! nann, da ! »

« Mat neuze, met ha va c’hest ? »

« A ! gwir eo ! ha kollet e vezo ? »

« Ha me e oar me ? Marteze ! »

« Goulennit digant an aotrou person rei d’eoc’h kement a vo lakaet en ho kef. »

« Hag a rin avat !… »

War-ze koan a voe debret, koan dreut goude eur verenn e-giz an hini o devoa graet. Hag int da gousket. Ha kousket a rejont pe ne rejont ket ? N’ouzon ket, n’edon ket eno.

Ar pez a ouzon avat eo edo Berteie e-tal dor an iliz pell a-barz sav-heol antronoz. Kluchet e oa en eur c’horn eus ar porched, e-giz eun den o kaout aon leiz e groc’hen.

An aotrou person ne oa ket deuet c’hoaz, met ne zaleas ket, hag heñ da Vertele :

« Ha graet eo ho soñj ganeoc’h ? »

« Pa ’z eo gwir eo ret, aotrou person ! »

« Setu aze kaozeal. »

« Ya, aotrou person kaez ; met gouzout a rit eo dleet d’in hirio ober ar gest oun kustum da ober bep bloaz ? »

« Gouzout a ran, »

« Ma vezin sant, ne c’hellin ket ober va c’hest ! »

« Me a ray anezi evidoc’h en eur lavarout : Da Vertele, an nep en eus devosion ! »

« Bennoz Doue d’eoc’h, aotrou person ! Ya, met an dud a c’houlenno pelec’h e vezin-me ? ha mar teu da soñj d’ezo sellout ouz an aoter, e-lec’h ma vezin, me ne c’hellin ket mirout da vont ruz e-giz eun aval karantez. »

« An dra-ze a sell ouzoc’h, paotr ! »

« Aotrou person ! »

« Deuit da wiska ho tilhad sant. »

« Aotrou person ! »

« Aotrou person a-walc’h ! »

« Aotrou person, marteze e vefe gwelloc’h lakaat Godig ? »

« Godig ? »

« Ya, aotrou person. Hounnez a zo yaouankoc’hik ha koantoc’hik egedoun, ha muioc’h e piijo d’an dud. »

« Sur mat ? »

« Sur mat. Ma, aotrou person, me a zo o vont da lavarout d’ezi dont dioustu. »

« Ta ta ta ! c’houi eo a ray ar sant ha n’eo ket ho kwreg eo ! Ha deuet e vefe ar c’hiz bremañ da lakaat eur vaouez da ober eur sant ? Koantat tra ! Hag abaoe pe da vare, mar plij ? »

« Neuze, aotrou person, me a yelo ! »

« Ya ! c’houi ha n’eo ket den-all ebet. »

« Aotrou person, e lec’h ar gest evidoun-me… »

« Ne fell d’eoc’h kaout kest ebet ? »

« O, eo ! aotrou person, met ma rofec’h d’in ar pez a vezo lakaet e kef ar sant ? »

« Rei a-walc’h. »

« Bennoz Doue d’eoc’h ! aotrou person mat. »

« N’ho pezo nemet an hanter, ha c’hoaz zoken !… »

« Mat ! memes tra ! aotrou person. »

« Deuit eta ! »

« Ha diwiska a rin va dilhad-all, aotrou person ? »

« Ho chupenn traken. Setu amañ eur sae vouk, e-giz hini eun eskop. Ar sant a oa eskop, gouzout a rit. »

« Ya, aotrou person, hag eun eskop mat. »

« Mat kenañ, ha gouzout a rit, emichañs, perak eo kemeret da batron gant an dud yaouank ? »

« N’ouzon ket re, aotrou person. »

« N’hoc’h eus ket lennet e vuhez an neizour, eta ? Paian a zo ac’hanoc’h ! Ma, en e amzer, Sant Nikolaz (A ! tud vat ! bremañ e teu da soñj d’in n’em eus ket lavaret d’eoc’h gouel pe sant a oa e Lokeored : bremañ e ouzoc’h), Sant Nikolaz a oa eskop Mir. Met a-raok beza eskop, edo o chom en eur gêr anvet Pataar.

« Hogen, er ger-mañ e oa eun denjentil paour hag en devoa teir merc’h en oad da zimezi. Met n’en devoa ket a beadra d’o argouraoui, ha boued da rei d’ezo n’en devoa mui kennebeut. Neuze, tra euzus da soñjal ! e teuas en e spered lezel anezo da ren eur vuhez fall evit m’o divije eun tamm boued bennak da lakaat etre ho dent.

« Nikolaz, o veza klevet an dra-ze, a gemeras truez ouz ar merc’hed keiz, ha setu heñ ha mont diouz an noz da deurel eur yalc’had arc’hant e ti an denjentil. Dre chañs en devoa kavet ar prenestr digor.

« An tad reuzeudik a resevas an arc’hant-se evel eun teñzor digaset d’ezañ gant Providañs Doue, ha raktal e timezas e verc’h kosa. Nikolaz a roas ar memes tra diou wech-all hag, evel-se, merc’hed an denjentil paour a c’hellas ober ho zeir eur fortun onest ha dereat. » (Buhez ar sent, gant an aotr. Nikolaz.)

« Ac’hanta ? Bertele, he n’eo ket brao an dra-ze ? »

« Brao tre, aotrou person. »

« Mat eo ar sae d’eoc’h, ’m eus aon. E-giz eur roue emaoc’h aze bremañ, Bertele, ma oufec’h ! ha dreist-holl gant ar vantell-mañ. Eun tog eskop bremañ, eur mintr… Mat… Siouaz ! n’eus baz eskop ebet na baz-dotu mat a-walc’h da ober unan. »

« Mar karjec’h-c’houi beza lavaret d’in, aotrou person, em bije graet unan. »

« Ha me a ouie-me em bije bet ezomm ?… An dra-ze ne ra netra : c’houi a junto ho taouarn… Diarc’hen e vezo dao d’eoc’h mont ivez, rak sant Nikolaz ne veze re-voutou ebet gantañ, gwechall, ha ne vezo ket lakaet d’ezañ bremañ kennebeut. »

« E-giz ma plijo ganeoc’h, aotrou person. »

« A ! Bertele, c’houi a zo eun den ac’hanoc’h ! Sellit ! Grit ar santig bremañ da welout. Mat ! Digorit ho taoulagad… savit anezo eun tammig… Er mod-se. Mat… Serrit ho kenou avat ! Mat tre. Kit war ar sichenn bremañ, hag e chomot eno ac’han d’an noz, neketa ? »

« Ya, aotrou person. Met na zisonjit ket e vezo d’in an hanter eus ar pez a gouezo er c’hef. »

« N’ankounac’haan ket. »

« Aotrou person, ha ma teu… »

« Petra ? digareziou adarre ? »

« Selaouit ouzin, mar plij, aotrou person ! »

« Komzit. »

« Ha ma teu tud da lakaat spilhou em zreid d’in ? pe da lakaat goulou war elum dindan va fri ? »

« Lazit ar goulou, ha roit eun taol troad d’an dud ! »

« Aotrou person ! c’houi a ra goap ouzin ! N’eo ket brao da eur sant ober traou e-giz-se ! »

« Boh ! ha sot oc’h aet ? Me a viro outo da dostaat ouzoc’h. »

« Mat neuze, aotrou person. »

« Pignit eta… Aze… er mod-se… Juntit mat ho taouarn eta !… Mat… Chomit aze e-giz-se bremañ… Ha diwallit da fiñval eun netraig… Serrit mat ho kenou… Tennit hoc’h anal dre ho fri, goustadik… ar goustadika ’r gwella. Ho pet soñj da chom sounn… Arabat d’eur sant nevez beza tort, c’houi a oar. »

« Aotrou person… »

« Roit peoc’h eta ! poezon a zo ac’hanoc’h ! Grik ebet ken ! Ha na droit ket ho penn… ha na rit ket lagadig… klevout a rit ? »

Hag ar c’hloc’h da son an oferenn-vintin. Ruzia a ra Bartele, ker ruz eo ha klipenn eur c’hilhog. Hag an dud d’an iliz da welout ar sant nevez, rak an aotrou person a lavare pellik a oa e vije digouezet a-benn hirio. Teñval eo c’hoaz an aoter, ha ne c’hellont ket dianaout ar sant ervat. Met e sae satin glas hag e vantell aour flamm a ra d’ezo toui eo kaer dispar, ken a skop o daoulagad. A-raok fin an oferenn, an aotrou person a lavar d’an dud chom hep lakaat spilhou d’ar sant nevez e-giz ma edo ar c’hiz evit an hini koz, rak taraset ha dic’hailhet e vefe dioustu. « Diwezatoc’h, a-benn bloaz pe zaou, e c’hellot hen ober. »

Bertele a zo laouen an tamm anezañ, hag a gav d’ezañ beza Sant Nikolaz kig hag eskern…


Setu an oferenn-bred. Mall a zo war an dud da zigouezout evit kaout bep a gador, rak rouez int.

Ar baotred lemn, dindan o sao,
A lugern ouz ar plac’hed brao ;
Gant eur sell flemmus, ar merc’hed
A lavar d’ezo : « Kendalc’het ». (Proux)

Bertele avat a sell eeun dirazañ, ha ne wel netra. Lavaret e oa bet d’ezañ sellout ouz trec’h, met disoñjal en deus graet.

War an ton bras e kan an aotrou person ar C’hyrie ha dare eo ar c’hloc’her da zistona e-giz ma ’z eo boazet. Met, dre eurvad, e chom sioul ; eur c’houzougad alan hepken en deus kemeret. Den ne daol evez dre chañs… »

Gloria, aviel ha sarmon.

Ar sarmoner e zo eur manac’h. Prezeg a ra diwar-benn sant Nikolaz, evel just ; lavarout a ra peger madelezus eo bet ar sant e-keñver an teir blac’h yaouank-se eus kêr Bataar ; ober a ra meuleudi tud Lokeored o deus roet arc’hant, hep sellout re-dost, da brena eur skeudenn nevez d’ar sant.

An holl neuze a sell ouz ar sant, a gavont kaer meurbet.

« Aotrou sant Nikolaz, » eme ar baotred, « roit d’eomp bep a verc’h koant ! »

« Aotrou sant Nikolaz, » a lavar ar merc’hed. « roit d’eomp bep a waz jentil ! »

Goustadik e pedont, hag ar sarmoner a gendalc’h :

« Ya, va breudeur ha va c’hoarezed kristen, ho pezit fiziañs er sant bras-se, ker bras e c’halloud ha tarziou houlennus ar mor, ker bras niver e vertuziou ha stered bolz vouk an neñv. Hag evit lavarout va soñj digoumoul :

Er Baradoz na war an douar,
Sant Nikolaz n’en deus ket e bar… »

Traou kaeroc’h c’hoaz a zeu gant an tad ; hogen pell ’zo ne ra an dud yaouank van ebet ouz e gomzou, hag e sell an eil rumm ouz egile, o toui karantez kenetrezo da viken.

« …Ar c’hras-se, » eme an tad, « a c’houlennan digant ar sant evidoc’h hag evidoun va-unan. En ano an Tad, hag ar Mab hag ar Spered-Santel. »

Credo neuze, hag an holl a gan. D’an Et incarnatus an dud, war bennou o daoulin, a dro adarre o daoulagad war-du ar sant nevez. Hemañ a zo trellet e re, hag o serr hag o digor e-giz un den dare da vont en e basion.

« Beo ar sant ! » eme an dud a zo an tosta d’ezañ.

« Beo ar sant ! » eme ar re-all.

« Beo ar sant ! » eme an ilizad a-bez.

Paohir, hag a oa e-harz an aoter a hop :

« Ya, ya, me a gred d’in eo beo ar sant ! Daoust ha n’eo ket Bertele eo ? E fri ’zo gantañ da vihana ! Abaoe dec’h n’eo ket bet gwelet gant eur c’hristen !… »

Ar sant eo kroget ar c’hemener en e dreid.

« Beo ar sant ! beo ar sant ! »

« Peoc’h ! » eme an aotrou person. « Ha trouzal a vez graet e iliz Lokeored bremañ ? Peoc’h ! ha pedit ar sant a zo gwelloc’h d’eoc’h ! Kanit e gantik bremañ. »

Senti a ra an dud ouz an aotrou person.

Goude ar gorreou, setu Bertele o kana :

« Be… »

Met ne da ket larkoc’h ganti. Ker boazet eo da gana ar Benedictus ma ’z eo deuet gantañ hep gouzout dare d’ezañ.

Paohir avat, p’en deus klevet « Be… » a lavar :

« Sellit eta ! deuet e c’havr da Vertele ! »

« Peoc’h ’ta ! » eme an aotrou person.

« Hañ ! » eme Baohir, « an aotrou person a zo droug ennañ ! Rak-se, me a ya da rei peoc’h. »

Ha betek an Ite, missa est, ar sant hag an dud a zo didrouz kaer. D’ an Ite avat, ez eus c’hoari adarre. An dud a ya da rei o frof d’ar sant. Hemañ a zeu eur gaouad paz d’ezañ gant an ezañs devet dirazañ, met leñva eo a ra ! Hag an dud da gemerout o arc’hant en-dro, ouspenn ar pez o deus lakaet zoken. (Kredi a reont eo ar sant nevez par d’ar Santig Du, a vousc’hoarz pa vez kinniget eun dra-bennak d’ezañ hag a ouel pa roer d’ezañ.) Neuze eo sioul tre ar sant, hag eur beg treuz a ra, e c’hellit kredi.

Peurlavaret an aviel diweza, an aotrou person a zifenn adarre ouz an dud lakaat spilhou e treid ar sant nevez, e-giz ma raent d’ar sant koz. Gant aon na vefe ket doujet d’e ali, e chom eun anter-eur e-tal an aoter. Lod a laka o spilhou e plad ar profou, lod-all e dilhad ar sant (Eno ez eus koñje).

Diou pe deir avat, pennek an tamm anezo, a blant (sank) o re e troad kleiz ar sant - troad ar galon - daoust d’an aotrou person beza lavaret e oa difennet. Eul lamm a ra ar sant, na petra ’ta ?


Aet an holl kuit, an aotrou person a ya d’e lein. Lavarout a ra d’an tad sarmoner en deus graet eur sarmon dispar, ha goulenn a ra outañ, penaos e kav ar sant nevez.

« Dispar ivez, ha gwech ebet n’em eus gwelet liou an den tapet ker mat-all. »

An aotrou person a vousc’hoarz.

« Petra a zo eta ? » eme an tad.

« Ne vezo ket bras ar friko, tad, rak eur porc’hellig war e vamm, eur porc’hellig rostet a zo bet aet dec’h d’abardaez gant eul laer divalo. »

« Ha petra neuze ? »

« E rankimp ober pinijenn eun tammig. »

« An dra-ze a ra vad… Lavaret ho poa d’in, aotrou person, e vije deuet an aotrou maer gant e guzulierien, hag ho fabrisianed ivez, d’o lein amañ. Ar porc’hell aet kuit eo a zo kaoz marteze n’int ket deuet, »

« Allas ! ya ! Diaes am eus kavet lavarout kement a oa digouezet. Ma o deus kredet ac’hanoun, da vihana c’hoaz ! Met, tad, n’eo ket aze eo emañ an dalc’h. »

Hag heñ lavarout tro Bertele. An tad a c’hoarz e walc’h


…Ar gousperou a zo da deir eur, evel just.

Eun nebeudig plac’hed, ha n’en deus paeet den yaouank ebet d’ezo eun dro gezek-koat, a zo aet d’an iliz. Pedi a reont kalonek :

« O Sant Nikolaz benniget,
Roit d’eomp-ni bep a bried ! »

Ha bec’h d’ar spilhou. Unan anezo a ya hag a laka he re e troad kleiz ar sant, evit sur ; unan-all a ra evelti hag eun deirvet ivez.

Ar sant ne ra ket kalz a van, met ar merc’hed a wel gwad o redek. « Sin vat ! » emezo, « sin vat ! » Hag e kanont :

« O Sant Nikolaz benniget,
Bennoz d’eoc’h evit hor pried ! »

Goude ez eont er-maez. Raktal eo anavezet ar c’helou gant kement hini a zo e Lokeored. Hag an dud d’ar red d’an iliz da welout ha gwir eo. Dre eurvad, an aotrou person a zo eno. Kavet en deus ar c’hloc’her kaez o krena gant an aon ha gant an naon.

« Aotrou person, » emezañ, « c’hoant… dibri am eus. »

« Goude ar gousperou ! »

Hag ar c’hleier o zrede kloc’had.

Prosession a vo ivez, ha dao eo diskenn ar sant da lakaat war eur c’hravaz a beder brec’h, arc’hantet kaer ha kizellet ker kaer-all. Ker eo bet koustet, met petra eo an dra-mañ da Lokeored ? Paohir ha daou-all a grog er sant. Paohir a stok e zaouarn ouz re ar sant hag a gav ar re-mañ klouarik, unan eur biz kamm ennañ. Pikou panez a wel ivez war e dal, hag heñ :

« Me a roio daou wenneg d’an hini a lavaro d’in pelec’h emañ Bertele ! Ha ma n’eo ket hemañ Bertele, me a ro va buhez da… ! » Gouzout a rit da biou.

Kredi anezañ a ra an holl. Met pa lavar an aotrou person tevel e tavont. Ha pevar baotr yaouank a grog er c’hravaz. D’ar mare-mañ eo e vez kustum ar merc’hed da gas ar gwasa ho spilhou en dro. Ar rumm kenta a zo fur. Ar re donius avat hag ar re dagnous a vunt an eil war eben ken ez a spilhou e troad kleiz ar sant kaez.

« Difoeltret va zant nevez | » eme an aotrou person. « Chomit peoc’h eta ! tud divergont a zo ac’hanoc’h ! »

« Ar c’hiz koz, ar c’hiz wirion ! » eme an dud.

Hag ar spilhou a ya en-dro !

Ken… hep ! ar sant kuit.

« Beo ar sant ! » eme an dud.

« Beo ar sant ! » eme an aotrou person.

« Beo Bertele ! » eme Baohir.

« Beo Bertele ! » eme an dud.

Ha brasoc’h reuz e iliz Lokeored eget e marc’had ebet morse.

C’houi a gav d’eoc’h, emichañs, n’eus prosesion ebet ? O ! eo, unan a zo : hini an dud war-lerc’h ar sant.

An dud a lavar :

« Beo eo ! »

« Beo eo ! » a respont ar person.

« Resurrexit ! » eme an tad.

Kaer a zo furchal bourc’h Lokeored e kement korn, den ne gav Bertele.

Ha jabadao war al leurgêr betek hanternoz bennak, Paohir a son taboulin Bertele, hag ar re-all oc’h ober cholori warnañ gant traou e di. An tad hag an aotrou person a dle c’hoarzin c’hoaz.

Bertele avat n’eus bet kelou ebet abaoe diwar e benn. E C’hodig a oa kollet ivez.

Setu ar pez am eus klevet. Unan-bennak marteze a oar tra pe dra diwar o fenn. Hag ar vadelez en defe da skriva kement-se da

Yann ar Floc’h ?


Courrier du Finistère,
eost, gwengolo 1904.