An heol tomm pa deu da c’hoarzin
Hag an hañv da vleunia lirzin
E pep tachenn, e pep kalon,
Me glev eur c’hlaz o skei ennon ;
O skei pa digoue d’in soñjal
En daou vugel am oa gwejall,
A vijê bet eürus ive
O kemer o lod er vuhe.
Met, e-pad ma kan lapoused,
E-pad ma rén amourousted,
E-pad ma tro korollerien,
Int a gousk don en douar yén.
I
Bet e oa bet eur botrez vrao,
Jentil ha fur, seder atao,
A gañe ken flour hag eun ael,
Ken pikus hag eun durzunel.
Eur fleurenn a Vreiz oa hounnez,
D’ar yez ha d’ar vro mignonez ;
Hogen, eur potr eus ar C’hreiste
A c’hoantaëas he bravente.
Ouz ar galon rénker selaou :
Setu oant eureujet o daou,
Hag en Breiz e vleunias gantê
Rozenn eürus ar garante.
Met eun devez an em gavas,
Gant eur groaz du merket, siouaz !
Red d’ê mont, planedenn c’hoero,
Da heul o bara da bell bro.
Ne jalas ket ar verc’hig vad,
Soñj espern d’he zud kalonad ;
Met he c’halon da virviken
Oe tizet gant broud an ankén.
Dizec’ha reas tamm ha tamm,
Pellaet diouti tad ha mamm,
Hag he bro goant, hag an avel
Bet c’houézet en dro d’he c’havel ;
Pellaet keit all an heol klouar,
Kuñvder an dud hag an douar,
Aer vad al lanneg hag ar môr
N’o c’hever nemed en Arvor !
Adgwelout he Breiz eur pennad
He lakê c’hoaz da laouenât ;
Met ar rann-galon yê goude
War gresk atao, war gresk bemde.
Kaer o devoa c’hoarzin outi
Pried tener, mab dizoursi,
Ar c’hléñved a grignê bemde.
Hec’h yaouankiz, he bravente.
Hag, eur mintin a vezeven,
E tremenas vel eun aezenn,
E varvas duhont er vro bell,
He zoñj atao gant Breiz-Izel.
Eur bloavez hir he deus kousket
En eun douar n’ anveê ket,
Ha set ’ hi bremañ deût en dro
Da hun e bered koant he bro.
Bet eo douget biou ti he zud,
Hag he c’halon zo chomet mud,
He lagad dizell ouz an ti
’ Zigorê ken frank eviti.
O mamm-vro garet Breiz-Izel,
Ro digemer mad d’as pugel,
Hun didrouz d’al lapousig kêz,
Diskuiz d’an askelligou faez !
Ar vouez flour na vo ken klevet
O richanat leiz ar gawed ;
Er Baradoz e kan bremañ
Zon gaer he bloaveziou kentañ.
II
Bet e oa bet eur potrig koant
Ken fiñvus hag ar beo-arc’hant,
Leun e lagad a sklerijenn,
A-ruilh war e choug bleo melen.
Deus a vihan savet da vraz,
Hent ar skol-veur a gemeras,
Hag a teskas en eur greski
Kement ha ma c’heller deski.
Pa voe laket en e spered
An holl skiant anavezet,
En e zorn an holl vokedou
A ziwan evid an dudou ;
Pa ’n em gavas da veañ dén,
Gwestl da vale diboan ha plen,
Vid ar vuhe pa voe daro,
Oe kutuilhet gant ar Maro.
————
Ar « Guiraserien » n’o deus bet
Teir nozvez so diskuiz ebet,
O c’hortoz ar gériou pounner
A nij bremañ spontus en êr :
« War varc’h, potred ! setu brezel ;
« Bec’h d’ar Boch ha dir en avel ! »
Hag int kuit en eur c’hrén-douar :
Ped a zistroio ? — Dén na oar.
War harzou Frans int ’n em verniet,
Gwazed terrupl, kezeg sternet,
Er parkou hag er c’hoajeier,
Na ti na kraou d’o digemer.
Kousket a reont tal-ha-tal,
Tud ha loéned, vel eur chatal ;
Aliez e rénkont debri
Dre naon awalc’h lugumach kri.
Hag a-wejou ne zebront ket ;
Hag evit terri o zec’hed
N’ o devê nemed dour c’hoero
Tremenet war gorfou maro.
Klevout a reont en dro d’ê
An Ankou, war nij noz ha de
Kreiz an tan hag ar strakadeg,
O tarbari d’al lac’hadeg.
Hogen, d’an noz pa vent paket
En o mantellou da gousket,
E sav ’us d’o gweleou pri
Hunvreou kaer d’o frealzi :
Kaout a ra da zoudardig Breiz
Eo dizoc’h ar brezel direiz,
Hag hen distro dic’hloaz d’ar gêr,
E dud en e dro ken zeder !
Hag a c’hoarz a-greiz e galon
Ouz e gerent, ouz pep mignon,
Hag ouz ar Frans, e vro garet,
Ar Boch dindani diskaret.
Allaz ! an dihun a gas kuit
An hunvre kaer hag ar gonid ;
N’eus forz, konfortusoc’h e vo
Adkemeret an hent garo.
Mervel ra tud evel kelien,
Dreist holl ’touez an offiserien ;
Piou an evo c’hoaz ar galon
Da ginnig e vrec’h d’ar « galon » ?
Be dizoan, Frans, bro vinniget :
N’eus forz ped a vo pistiget,
Ped offiser gant ar Maro,
Re-all en o lec’h a zavo.
Ar « marchi » yaouank a lârê
D’e vignoned deus ar beure :
« Kenavo, potred, ha gras d’ac’h
« Da chom penn-da-benn beo ha yac’h !
« P’emon galvet d’is-lutanant,
« Me heulio hep aoun pa damant
« Hent an dever gant kadarnded ;
« Kenavo ’ ta, kamaraded ! »
Ha kuit gant eur mousc’hoarz laouen
Da ziambroug e blanedenn,
Hep soñjal, ziouaz ! n’en devoa
Nemed c’houec’h sizun da veva.
————
E « Beausejour » e zo gwall grog,
Hon fotred o font war ’n arôk,
O sevel a dammou war grec’h
’Klask dont a benn eus ar c’hréñvlec’h.
Eus lein an oabl e koue warnê
Ar spontusa barrad arne ;
Tan ha strak, mindrailh hag houarn,
Ha trouz da derri diouskouarn.
Galvet eo ar gompagnunez
Da zevel ive d’ar banvez,
Da gemer perz en abadenn
Vit rei skoazel d’an argadenn.
Hag, o veañ nebeud a vall
Gant o zoudarded da fiñval,
An daou lutanant maez ar fôz
A lamm kreiz an tan hag ar groz :
« War zao, potred, deut d’emp an eur
« Da zougen zikour d’hon breudeur ;
« Savomp prim ha kerzomp dizoan !
« Ar glaoig-mañ ’ra ket a boan. »
N’eo ket ar gomz peurlavaret,
Eur pez obus zo ’n em gavet,
Ha skôet gantañ d’ar maro
An daou offiser war eun dro.
Unan anê zo maro mik ;
Egile, beo c’hoaz eun tammig,
Gloazet ’n e gein, mouget ’n e greiz,
Hennez eo is-lutanant Breiz.
Hennez, hag a varv diwadet
Etre daouarn e zoudarded,
Pell diouz e dud, pell diouz e vro,
Lac’het gant ar Boch divalo ;
Hennez eo an hini voa bet
Eur potrig koant, laouen meurbed,
Bleo melen, en e bevar bloa,
O rodellat war e ziouskoa ;
E lagad tener ha lirzin
Diwar ar varlenn o c’hoarzin
Ouz eur vam yaouank a ganê
D’he mab kanaouennou Kerne.
Serret bremañ da virviken,
E zaoulagad na welfont ken
Na mamm na tad, na c’hoarezed,
Nag e Vreiz gant môr gourizet.
Met e donder kuñv he douar
Eo deût da gousket tal e c’hoar ;
Hag o daou er memez gwele
E tiskuizont eus o bale.
A-wejou seblant an avel,
Pa deu war o be da zevel,
Damanti da vleuniou ken kaer
Bet kutuilhet ’rôg an amzer.
|