Bibl/Ar Paralipoménon. Levr ken̄ta
1. Adam, Seth, Énos,
2. Kainan, Malaléel, Jared,
3. Hénoc’h, Matusalé, Lamec’h,
4. Noé, Sem, Kam, ha Jafeth.
5. Mipien Jafeth : Goraer, ha Magog, ha Madai, ha Javan, Tubal, Mosoc’h, Tiras.
6. Hôgen mipien Gomer : Asénez, ha Rifat, ha Togorma.
7. Hôgen mipien Javan : Élisa, ha Tarsis, ha Sétim, ha Dodanim.
8. Mipiem Kam : Kus, ha Mesraim, ha Fut, ha Kanaan.
9. Hôgen mipien Kus : Saba, hag Hévila, Sabala, ha Regma, ha Sabatac’ha. Hôgen mipien Regma : Saba, ha Dadan.
10. Hôgen Kus a oé tâd (T) Nemrod ; hag hé-man̄ a zeûaz da véza galloudek war ann douar.
11. Hôgen Mesraim a oé tâd (T) Ludim, hag Ananim, ha Laabim, ha Nefluim,
12. Hag ive Fétrusim, ha Kasheim, a béré eo deûet Filistiim, ha Kaftorim.
13. Hôgen Kanaan a oé tâd Sidon, hé gen̄ta-ganet, hag Hétéus,
14. Ha Jébuséus, hag Amorréus, ha Gergéséus,
15. Hag Hévéus, hag Araséus, ha Sinéus.
16. Hag ivé Aradius, ha Samaréus, hag Hamatéus.
17. Mipien Sem : Élam, hag Asar, hag Arfaksad, ha Lud, hag Aram, hag Hus, hag Hul, ha Géter, ha Mosoc’h.
18. Hôgen Arfaksad a oé tâd (T) Salé, péhini ivé a oé tâd (T) Héber.
19. Hôgen Héber en dôé daou vâb, a béré unan a oé hanvet Faleg, ô véza ma oa bét rannet ann douar enn hé amzer ; hag hanô hé vreûr eo Jektan.
2i). Hôgen Jektan a oé tâd (T) Élmodad, ha Salef, hag Asarmot, ha Jaré,
21. Hag ivé Adoram, hag Huzal, ha Dékla
22. Hag Hébal, hag Abimael, ha Saba,
23. Ha c’hoaz Ofir, hag Hévila, ha Jobab ; ar ré-man̄ holl mipien da Jektan.
24. Sem : Arfaksad, Salé,
25. Héber, Faleg, Ragao,
26. Sérug, Nakor, Taré,
27. Abram, a zô ivé Abraham.
28. Hôgen mipien Abrabam : Izaak hag Ismael.
29. Ha chétu aman̄ hô nésted : ar c’hen̄ta-ganet eûz a Ismael, Nabajot, ha Sédar, hag Abdéel, ha Mabsam,
30. Masma, ha Duma, Masa, Hadad, ha Téma,
31. Jétor, Nafis, Sedma : ar ré-zé eo mipien Ismael.
32. Hôgen ar vugalé en dôé Abraham eûz a Zétura, hé eil c’hreg a oé : Zamran, Jeksan, Madan, Madian, Jesbok, ha Sué. Hôgen mipien Jeksan : Saba ha Dadan. Hôgen mipien Dadan : Assurim, ha Latusim, ha Laomim.
33. Hôgen mipien Madian : Éfa, hag Éfer, hag Hénoc’h, hag Abida, hag Eldaa ; ar ré-man̄ holl mipien da Zétura.
34. Hôgen Abraham a oé tâd (T) Izaak, péhini en dôé da vipien Ézaü, hag Israel.
35. Mipien Ésaü : Élifaz, Rahuel, Jéhus, Ihélom, ha Koré.
36. Mipien Élifaz : Téman, Omar, Séfi, Gatan, Sénez, Tamna, Amalek.
37. Mipien Rahuel : Nahat, Zara, Samma, Méza.
38. Mipien Séir : Lotan, Sobal, Sébéon, Ana, Dison, Ézer, Dizan.
39. Mipien Lotan : Hori, Homam. Hôgen c’hoar Lotan a oé Tamna.
40. Mipien Sobal : Alian, ha Manahat, hag Ébal, Séfi, hag Onam. Mipien Sébéon : Aia hag Ana. Mipien Ana : Dizon.
41. Mipien Dizon : Hamram, hag Éséban, ha Jétran, ha Karan.
42. Mipien Éser : Balaan, ha Zavan, ha Jakan. Mipien Disan : Hus hag Aran.
43. Chétu aman̄ ar rouéed a rénaz é douar Édom, abarz ma oa roué war vugalé Israel : Balé, mâb Béor ; hag hé géar a oa hanvet Dénaba.
44. Hôgen Balé a varvaz, ha Jobab, mâb Zaré, a Vosra, a rénas enn hé léac’h.
45. Ha pa oé marô Jobab, Husam eûz a vrô ann Timanied, a rénaz enn hé léac’h.
46. Husam ô vésa marô ivé, Adad, mâb Badad, péhini a dréc’haz ar Vadianited é douar Moab, a rénaz enn hé léac’h ; hag hé géar a oa hanvet Avit.
47. Ha Goudé ma oé marô Adad, Semla a Vasiéka, a rénas enn hé léac’h.
48. Hôgen pa oé marô Semla, Saul eûz a Rohobot, péhini a zô diazézet é ribl ar ster, a rénaz enn hé léac’h.
49. Ha pa oé marô Saul, Balanan, mâb Ac’hobor, a rénaz enn hé léac’h.
50. Hôgen hé-man̄ a varvaz ivé, hag Adad a rénaz enn hé léac’h ; hé géar a oa hanvet Fan, hag hé c’hrég a oa galvet Méétabel, merc’h Matred, merc’h Mézaab.
51. Hôgen pa oé marô Adad, é oé duged é Edom é léac’h rouéed : dug Tamna, dug Alva, dug Jétet,
52. Dug Oolibama, dug Éla, dug Finon,
53. Dug Sénez, dug Téman, dug Mabsar,
54. Dug Magdiel, dug Hiram : ar ré-zé a oé duged Édom.
1. Hôgen mipien Israel : Ruben, Siméon, Lévi, Juda, Isakar, ha Zabulon,
2. Dan, Jozef, Ben̄jamin, Neftali, Gad hag Aser.
3. Mipien Juda : Her, Onan, ha Séla ; ann tri-zé a zô bét ganet d’ézhan̄ gan̄t merc’h Sué ar Gananéadez. Hôgen Her, ken̄ta-ganet Juda, a oé eunn dén drouk dirâg ann Aotrou, péhini hel lékéaz da vervel.
4. Hôgen Tamar, merc’h-kaer Juda, a c’hanaz d’ézhan̄ Farez ha Zara ; râk pemp mâb en dôé Juda.
5. Hôgen mipien Farez : Hesron hag Hamul.
6. Ha mipien Zara a oé pemp : Zamri, hag Étan, hag Éman, ha Kalkal, ha Dara.
7. Mipien Kanni : Ac’har, péhini a lékéaz ar reûstl é Israel, hag a béc’haz gan̄t laéron̄si ann anaoué.
8. Mipien Étan : Azarias.
9. Hôgen mipien Hesron péré a zô ganet d’ezhan̄ : Jéraméel, ha Ram, ha Kalubi.
10. Hôgen Ram a oé tâd (T) Aminadab. Hôgen Aminadab a oé tâd (T) Nabason, prin̄s bugalé Juda.
11. Ha Nabason a oé tâd (T) Salma, a béhini eo ganet Booz.
12. Hôgen Booz a oé tâd (T) Obed, péhini a oé tâd (T) Isai.
13. Hôgen Isai a en̄géhen̄taz hé vap-héna Éliab, hé eil Abinadab, hé drédé Simmas,
14. Hé bévaré Natanael, hé bempved Raddai,
15. Hé c’houec’hved Asom, hé zeizved David.
16. Hô c’hoarézed a oé Sarvia hag Abigail. Mipien Sarvia : Abisai, Joab, hag Asael ; trî anézhô.
17. Hôgen Abigail a c’hanaz Amasa, péhini en dôé da dâd Jéter, ann Ismaélit.
18. Hôgen Kaleb, mâb Hesron, a géméraz eur c’hrég hanvet Azuba, a béhini é c’hanaz Jériot, hag hé vipien a oé Jazer, ha Sobab, hag Ardon.
19. Ha pa oé marô Azuba, Kaleb a géméraz da c’hrég Éfrata, péhini a c’hanaz d’ézhan̄ Hur.
20. Hôgen Hur a oé tâd (T) Uri : hag Uri a oé tâd (T) Bézéléel.
21. Goudé-zé Hesron a géméraz da c’hrég merc’h Mac’hir, tâd Galaad. Tri-ugen̄t vloaz en dôa pa zimézaz gan̄t-hi ; hag hî a c’hanaz d’ézhan̄ Ségub.
22. Hôgen Ségub a oé tâd (T) Jair, hag en dôé enn hé gers teir géar war-n-ugen̄t é brô Galaad.
23. Hag hén̄ a géméraz Gesur hag Aram, keriou Jair, ha Kanat, gan̄d hé dri-ugen̄t bourc’h a ioa ével keriou. Ar ré-man̄ holl a oa mipien da Vac’hir, tâd Galaad.
24. Hôgen pa oé marô Hesron, Kaleb a géméraz Éfrata da c’hrég. Hesron en dôa bét ivé da c’hrég Abia, péhini a c’hanaz d’ézhan̄ Ashur, tâd Tékna.
25. Hôgen Jéraméel, mâp héna Hesron, en dôé da vipien, Ram hé vâp héna, ha Buna, hag Aram, hag Asom, hag Ac’hia.
26. Jéraméel en dôé eur c’hrég all hanvet Atara, a oé mamm da Onam.
27. Mipien Ram, mâp héna Jéraméel, a oé Mous, ha Jamin, hag Akas.
28. Hôgen Onam en dôé da vipien, Sémei, ha Jada. Hôgen mipien Sémei : Nadale hag Abisur.
29. Grég Abisur a oa hanvet Abihail, hag a c’hanaz d’ézhan̄ Ahobban, ha Molid.
30. Hôgen mipien Nadab a oé Saled, hag Apfaim ; hôgen Saled a varvaz hép bugalé.
31. Hôgen mâb Apfaim, Jési ; ha Jési a oé tad Sésan ; ha Sésan a oé tâd Obolai.
32. Hôgen mipien Juda, breûr Sémei : Jéter ha Jonatan ; hôgen Jéter a varvaz hép bugalé.
33. Hôgen Jonatan a oé tâd Falet ha Ziza. Ar ré-man̄ a oé mipien Jéraméel.
34. Hôgen Sésan n’en dôé két a vipien, hôgen merc’hed ; hag eur sklav Éjiptian hanvet Jéraa,
35. Da béhini é rôaz hé verc’h da c’hrég ; hag houman̄ a c’hanaz d’ézhan̄ Etei.
36. Hôgen Étei a oé tâd (T) Natan, ha Natan a oé tâd (T) Zabad.
37. Ha Zabad a oé tâd Oflal, hag Oflal a oé tâd Obed.
38. Hag Obed a oé tâd Jéhu, ha Jéhu a oé tâd Azarias.
39. Hag Azarias a en̄géhen̄taz Hellez, hag Hellez a en̄géhen̄taz Élasa.
40. Hag Élasa a en̄géhen̄taz Sisamoi, ha Sisamoi a en̄géhen̄taz Sellum.
41. Ha Sellum a en̄géhen̄taz Ikamia, hag Ikamia a en̄géhen̄taz Élisama.
42. Hôgen mipien Kaleb, breûr Jéraméel : Mésa hé vâp héna, péhini a oé tâd da Zif, ha mipien Marésa, tâd Hébron.
43. Hôgen mipien Hébron : Koré, ha Tafera, ka Resem, ha Samma.
44. Hôgen Samma a oé tâd Rabam, tâd Jerkaam, ha Résem a oé tâd Sammai.
45. Mâb Sammai : Maon ; ha Maon a oé tâd da Vetsur.
46. Hôgen Éfa, serc’h Kaleb, a c’hanaz Haran, ha Mosa, ha Gésez. Hôgen Haran a en̄géhen̄taz Gézes.
47. Hôgen bugalé Jahaddai : Régom, ha Joatan, ha Gésan, ha Falet, hag Éfa, ha Saaf.
48. Maac’ha, serc’h Kaleb, a c’hanaz Saber, ha Tarana.
49. Hôgen Saaf, tâd Madména, a en̄géhentaz Sué, tâd Mac’hbéna, ha tâd Gabaa. Hôgen merc’h Kaleb a oé Ac’hsa.
50. Ar ré man̄ a oé ivé bugalé da Galeb, mâb Hur, mâp héna Éfrata : Sobal, tâd Kariatiarim,
51. Ha Salma, tâd Bétléhem, hag Harif, tâd Betgader.
52. Hôgen Sobat, tâd Kariatiarim, péhini en dôa enn hé gers ann han̄ter eûz ar vrô é péhini é choumé, en dôé ivé mipien.
53. Hag eûz a géren̄tiézou Kariatiarim : ar Jétréed, hag ann Afutéed, hag ar Sématéed, hag ar Vaséréed. Eûz ar ré-zé eo deûet ar Saraited, hag ann Estaolited.
54. Mipien Salma : Bétléhem ha Nétofati, péré a zô kurunen tî Joab, hag ann han̄ter eûz a gers Sarai.
55. Hag ivé kéren̄tiezou ar skribed a zô ô choum é Jabez, péré a gan hag a zon gan̄d ar binviou, hag a choum dindân teltou. Ar ré-zé eo ar Sinéed, péré a zô deûet eûz a Galor, tâd tî Réc’hab.
1. Chétu aman̄ mipien David, a zô bét ganet d’ézhan̄ e Hébron : ann héna, Amnon eûz a Ac’hinoam ar Jezraélitez ; ann eil, Daniel eûz a Abigail ar Garmélitez ;
2. Ann trédé, Absalom, mâb Maac’ha, merc’h Tolmai, roué Gésur ; ar pévaré, Adonias, mâb Aggit ;
3. Ar pempved Safatias eûz a Abital ; ar c’houec’hved, Jétraham eûz a Égla, hé c’hrég.
4. C’houec’h mab éta a zô bét ganet d’ézhan̄ é Hébron, é péléac’h é rénaz seiz vloaz ha c’houec’h miz. Hôgen tri bloaz ha trégon̄t é rénaz é Jéruzalem.
5. Hôgen é Jéruzalem é oé ganet d’ézhan̄ mipien : Simmaa, ha Sobab, ha Natan, ha Salomon ; hô févar eûz a Vetsabéé, merc’h Ammiel.
6. Ha Jebaar, hag Élisama,
7. Hag Élifalet, ha Nojé, ha Néfeg, ha Jafia,
8. Hag Élisama, hag Éliada, hag Élifélet, naô ;
9. Ar ré-zé holl eo mipien David ; hép nivéri mipien hé zerc’hed ; hag eur c’hoar hô dôé, hanvet Tamar.
10. Hôgen mâb Salomon, Roboam ; hag Abia, hé vâb, a oé tâd (T) Asa. Eûz a hé-man̄ eo ganet Jozafat,
11. Tâd Joram ; ha Joram a en̄gé-hen̄taz Oc’hozias, a béhini eo bét ganet Joas :
12. Hag Amasias, hé vâb, a oé tâd (T) Azarias. Ha mâb Azarias a oé Joatan,
13. Péhini a en̄géhen̄taz Ac’haz, tâd Ézékias, a béhini eo ganet Manasez.
14. Ha Manasez a oé tâd Amon, tâd Josias.
15. Hôgen mipien Josias a oé : ann héna, Johanan ; ann eil, Joakim ; ann trédé, Sédésias ; ar pévaré, Sellum.
16. Eûz a Joakim eo ganet Jéc’honias, ha Sédésias.
17. Mipien Jéc’honias a oé Asir, ha Salatiel,
18. Melkiram, ha Fadaia, ha Sennéser, ha Jésémia, ha Sama, ha Nadabia.
19. Eûz a Fadaia eo ganet Zorababel ha Sémei. Zorababel a en̄géhen̄taz Mosolla, hag Hananias, ha Solomit, hô c’hoar :
20. Hag Hasaban, hag Ohol, ha Barac’hias, hag Hasadias, ha Josabhésed, pemp.
21. Hôgen mâb Hananias, Faltias, tâd Jéséias, péhini en dôé da vâb Rafaia ; ha mâb hé-man̄ a oé Arnan, a béhini eo ganet Obdia, péhini en dôé da vâb Séc’hénias.
22. Mâb Séc’hénias, Séméia, péhini en dôé da vipien, Hattus, ha Jégaal, ha Baria, ha Naaria, ha Safat ; c’houeac’h anézhô.
23. Mâb Maaria, Élioénai, hag Ezékias, hag Ezrikam ; tri.
24. Mipien Élioénai, Oduia, hag Éliasub, ha Féléia, hag Akkub, ha Johanam, ha Dalaia, hag Anani ; seiz anézho.
1. Mipien Juda : Farez, Hesron, ha Charmi, hag Hur, ha Sobal.
2. Hôgen Raia, mâb Sobal, a oé tâd (T) Jahat, a béhini eo ganet Ahumai ha Laad ; ar ré-zé eo kéren̄tiézou Sarat.
3. Chétu aman̄ ivé nésted Étam : Jezrahel, ha Jéséma, ha Jédébos. Hôgen eur c’hoar hô dôé, hanvet Asadelfuni.
4. Hôgen Fanuel, tâd Gédor, hag Ézer, tâd Hosa : ar ré-zé eo mipien Hur, mâp héna Éfrata ha tâd Betléhem.
5. Hôgen Assur, tâd Tékna, en dôé diou c’hrég, Halaa ha Naara.
6. Hôgen Naara a c’hanaz d’ézhan̄ Oazam, hag Héfer, ha Témani, hag Abastari : ar ré-zé eo mipien Naara.
7. Hôgen mipien Halaa, Séret, hag Isaar, hag Etnan.
8. Hôgen Kos a en̄géhen̄taz Anob ha Soboba, ha kéren̄tiez Aharéhel, mâb Arum.
9. Hôgen Jabez a oé brudet-brâz é-touez hé vreûdeûr, hag hé vamm eo a rôaz d’ézhan̄ ann hanô a Jabez, ô lavarout : O véza ma em eûz hé c’hanet er c’hloaz.
10. Ha Jabez a bédaz Doué Israel, ô lavarout : Mar bennigez ac’hanoun, ha ma astennez va harzou, ha ma éma da zourn gan-én̄, ha ma virez na venn mac’het gan̄d ann drougiez. Ha Doué a aotréaz d’ézhan̄ ar péz en dôa goulennet.
11. Hôgen Kaleb, breûr Sua, a en̄géhen̄taz Mahir, péhini a oé tâd da Eston.
12. Hag Eston a en̄géhen̄taz Bétrafa, ha Fessé, ha Téhinna, tâd kéar Naas ; ar ré-zé eo tûd Réc’ha.
13. Hôgen mipien Sénez : Otoniel ha Saraia. Ha mipien Otoniel, Hatat ha Maonati.
14. Maonati a en̄géhen̄taz Ofra ; ha Saraia a en̄géhen̄taz Joab, tâd traon̄ien ar méchérourien ; râg énô éz oa méchérourien.
15. Hôgen mipien Kaleb, mâb Jéfoné, Hir, hag Éla, ha Nabam. Ha mâb Éla, Sénez.
16. Ha mipien Jaléléel : Zif, ha Zifa, ha Tiria, hag Asrael.
17. Ha mipien Ezra : Jéter, ha Méred, hag Éfer, ha Jalon ; en̄géhen̄ta a réaz ivé Maria, ha Samonai, ha Jesba, tâd Estamô.
18. Hé c’hrég Judaia a c’hanaz Jared, tâd Gédor, hag Héber, tâd Sac’ho, hag Ikutiel, tâd Zanoé ; hôgen ar ré-zé a zô mipien da Vétia, merc’h Faraon, a géméraz Méred da ozac’h.
19. Ha mipien hé c’hrég Odaia, c’hoar Nabam, tâd Seila : Garmi, hag Estamo, péhini a oa eûz a Vac’hati.
20. Mipien Simon : Amnon, ha Rinna, mâb Hanan, ha Tilon. Ha mipien Jési : Zobet ha Benzohet.
21. Mipien Séla, mâb Juda : Her, tâd Léc’ha, ha Laada, tâd Marésa ; ha kéren̄tiézou ar ré a ra labouriou lîn moan é-tî al Lé.
22. Hag ann hini a lékéaz ann héol da choum a za, hag ann dûd c’haouiad, hag ann dizaouzan, hag ann en̄taner, péré a oé brin̄sed é Moab, hag a zistrôaz da Lahem ; hôgen lavariou kôz eo ar ré-zé.
23. Ar ré-zé eo ar pôderien a choumé é-kreiz ar gwéz planteiz hag er garzou, a labouré é ti ar roué, hag a zô choumet énô.
24. Mipien Siméon : Namuel ha Jamin, Jarib, Zara ha Saül.
25. Ha Sellum, mâb Saül, ha Mapsam, mâb Sellum, ha Masma, mâb Mapsam.
26. Mipien Masma : Hamnel hé vâb, Zac’hur, mâb Hamuel, Sémei mâb Zac’hur.
27. Sémei en dôé c’houézék mâb, ha c’houec’h merc’h ; hôgen hé vreûdeûr n’hô dôé két kalz a vipien ; hag hô holl géren̄tiez na oé két ker brâz hag ann niver eûz a vipien Juda.
28. Choum a réjon̄t é Bersabéé, é Molada, hag é Hasarsual,
29. Hag é Bala, hag é Asom, hag é Tolad,
30. Hag é Batuel, hag é Horma, hag é Siséleg,
31. Hag é Betmarc’habot, hag é Hasarsusim, hag é Béthérai, hag é Saarim ; ar c’heriou-zé a oé d’ézhô bétég ar roué David,
32. Hag ivé hô bourc’hiou : Étam, hag Aen, ha Remmon, ha Tac’hen, hag Asan ; pemp kéar.
33. Hag ann holl vourc’hiou war-drô d’ar c’heriou-zé bété Baal ; chétu ar vrô é péhini é choumen̄t hag ar c’hévrennerez eûz hô ziadou.
34. Ha Mosebad ivé, ha Jemlec’h, ha Josa, mâb Amasias,
35. Ha Joel, ha Jéhu, mâb Josabia, mâb Saraia, mâb Asiel,
36. Hag Élioénai, ha Jakoba, hag Isuhaia, hag Asaia, hag Adiel, hag Ismiel, ha Banaia,
37. Ha Ziza, mâb Séfei, mâb Allon, mâb Idaia, mâb Semri, mâb Samaia.
38. Ar ré-zé eo ar brin̄sed brudet-brâz enn hô c’héren̄tiézou ; hag hî a greskaz kals é niver é tî hô néstédou.
39. Hag hî a iéaz enn hen̄t évit mon̄d ébarz Gador ha bétég ar sav-héol eûz ann draon̄ien, hag évit klask peûri d’hô loéned.
40. Hag hî a gavaz peûri strujuz hag eûz ar ré wella, hag eunn douar ec’hon, a oa péoc’h ha frouez enn-han̄, é péhini é choumé ken̄t eur ré-bennâg eûz a wenn Kam.
41. Ar ré-man̄ éta, a béré hon eûz lavaret ken̄t ann hanvou, a zeûaz é amzer Ézékias, roué Juda ; hag hî a ziskaraz hô zeltou, a lazaz ar ré a choumé enn-hô, hag a zispennaz anézhô bété vréma. Hag hî a zô choumet enn hô léac’h, enn-abek d’ar peûri strujuz-brâz hô deûz kavet énô.
42. Pemp kan̄t dén eûz a vipien Siméon a iéaz ivé war-zû ménez Séir, dindân ar prin̄s Faltias, ha Naarias, ha Rafaias, hag Oziel, mipien Jési.
43. Hag hî a dréc’haz ar ré eûz ann Amalekited hô dôa gellet tec’hout ; hag in̄t choumet enn hô léac’h bétég-henn.
1. Chétu aman̄ mipien Ruben, mâp-héna Israel, (râg hén̄ eo a oa hé vâp-héna ; hôgen ô véza m’en dôa saotret gwélé hé dâd, hé wir-hénan̄ded a oé rôet da vipien Jozef, mâb Israel, ha Ruben na oé mui sellet ével ar mâp-héna.
2. Hôgen Juda a oa ar c’halounéka eûz hé holl vreûdeûr ; ha prin̄sed a zô savet eûz hé wenn ; hôgen ar gwîr-hénan̄ded a oé miret da Jozef.)
3. Mipien Ruben, mâp-héna Israel : Énoch ha Fallu, hag Esron, ha Karmi.
4. Mipien Joel : Samaia hé vâb, Gog hé vâb, Séméi hé vâb,
5. Mic’ha hé vâb, Reia hé vâb, Baal hé vâb,
6. Bééra hé vâb, péhini a oé prin̄s war vreûriez Ruben, hag a oé kaset é sklavérez gan̄t Telgatfalnasar, roué ann Assiried.
7. Hôgen hé vreûdeûr, hag hé holl géren̄tiez, pa oen̄t nivéret dré diadou, hô dôé da brin̄sed Jéhiel ha Zakarias.
8. Bala, mâb Azaz, mâb Samma, mâb Joel, a choumaz é Aroer, bété Nébo ha Béelméon.
9. Choum a réaz ivé bété brô ar sâv-héol é dérou ann distrô, ha bété ster Eûfratez. Râk kalz a loéned hô dôa é douar Galaad.
10. Hôgen é deisiou Saül é stourmchon̄t oud ann Agaréed, é lazchon̄t anézhô, hag é choumchon̄t enn hô zeltou enn hô léac’h, enn holl vrô a zell oud ar sâv-héol eûz a C’halaad.
11. Mipien Gad a choumaz râg-énep d’ézhô é brô Bazan bété Selc’ha.
12. Joel a oa é penn d’ézhô, ha Safan da eil ; ha Janai, ha Safat é Basan.
13. Hô breûdeûr hervez hô ziadou hag hô c’héren̄tiézou : Mikael, ha Mosollam, ha Sébé, ha Jorai, ha Jac’han, ha Zié, hag Héber ; seiz.
14. Ar ré-man̄ mipien Abihail, mâb Huri, mâb Jara, mâb Galaad, mâb Mikael, mâb Jésési, mâb Jeddo, mâb Buz.
15. Hô breûdeûr a oé c’hoaz mipien Abdiel, mâb Guni, prin̄s eunn tî enn hé diadou.
16. Hag hî a choumaz é Galaad, hag é Basan, hag enn hé bourc’hiou, hag é holl faboursiou Saron, bétég ann harzou.
17. Ar ré-zé holl a oé nivéret é deisiou Joatan, roué Juda, hag é deisiou Jéroboam, roué Israel.
18. Mipien Buben ha Gad, hag han̄ter-vreûriez Manasé a oé tûd-a-vrézel, péré a zougé ann diren hag ar c’hlézé, a steñé ar warek, hag a oa gwiziek er stourmou. P’az éan̄t d’ar brézel, éz oan̄t pévar mil ha daou-ugen̄t mil seiz kan̄t ha tri-ugen̄t.
19. Stourmi a réjon̄t oud ann Agaréed, da béré ann Iturééd ha ré Nafis ha Nodab,
20. A rôaz skoazel. Hag ann Agaréed, gan̄d ar ré holl a oa gan̄t-hô a gouézaz étré hô daouarn, ô véza m’hô dôa galvet Doué é-kreiz ann emgann ; hag hén̄ a zélaouaz anézhô, dré m’hô dôa krédet enn-han̄.
21. Hag hî a géméraz kémen̄t ha m’hô dôa ar ré-man̄ ; han̄ter-kan̄t mil kan̄val, ha daou c’han̄t hag han̄ter-kan̄t mil dan̄vad, ha daou vil azen, ha kan̄t mil dén.
22. Kalz eûz ar ré a oa bét glazet a varvaz ivé : râk brézel ann Aotrou é oa. Hag hî a choumaz enn hô léac’h bété ma oen̄t kaset kuit eûz ar vrô-zé.
23. Mipien han̄ter-vreûriez Manasé a choumaz ivé enn douarou a zô adaleg harzou Basan bété Baal, hag Hermon, ha Sanir, ha ménez Hermon, ô véza ma oa eunn niver brâz anézhô.
24. Hag ar ré-man̄ a oé ar brin̄sed eûz hô ziadou hag eûz hô c’héren̄tiézou : Éfer, ha Jési, hag Éliel, hag Ezriel, ha Jérémia, hag Odoia, ha Jédiel, tûd kré ha galloudek, ha brudet-brâz é-touez ann duged eûz hô ziadou.
25. Koulskoudé é tilézchon̄t Doué hô zadou, hag en em zaotrchon̄t gan̄d douéed poblou ann douar, en dôa Doué bévézet dira-z-hô.
26. Ha Doué Israel a lékéaz da zével spéred Ful, roué ann Assiried, ha spéred Telgatfalnasar, roué Assur ; hag hé man̄ a lékéaz da gregi é breûriez Ruben, hag é breûriez Gad, hag é han̄ter-vreûriez Manasé, hag é kasaz anézhô da Lahéla, ha da Habor, ha da Ara, é ribl ster Gozan, bété vréman̄.
1. Mipien Lévi : Gerson, Kaat, ha Mérari.
2. Mipien Kaat : Amram, Isaar, Hébron, hag Oziel.
3. Mipien Amram : Aaron, Moizez, ha Maria. Mipien Aaron : Nadab hag Abiu, Éléazar hag Itamar.
4. Éléazar a c’hanaz Finées, ha Finées a c’hanaz Abisué.
5. Abisué a en̄géhen̄taz Bokki, ha Bokki a en̄géhen̄taz Ozi.
6. Ozi a en̄géhen̄taz Zaraias, ha Zaraias a en̄géhen̄taz Méraiot.
7. Méraiot a oé tâd Amarias, hag Amarias a en̄géhen̄taz Ac’hitob.
8. Ac’hitob a oé tâd Sadok, ha Sadok a oé tâd Ac’himaas.
9. Ac’himaas a oé tâd Azarias, hag Azarias a oé tâd Johanan.
10. Johanan a oé tâd Azarias ; hén̄ eo a brédérié ar vélégiez enn tî a zavaz Salomon é Jéruzalem.
11. Hôgen Azarias a en̄géhen̄taz Amarias, hag Amarias a en̄géhen̄taz Ac’hitob.
12. Ac’hitob a en̄géhen̄taz Sadok, ha Sadok a en̄géhen̄taz Sellum.
13. Sellum a oé tâd Helkias, hag Helkias a oé tâd Azarias.
14. Azarias a oé tâd Saraias, ha Saraias a oé tâd Josédek.
15. Hôgen Josédek a iéaz er-méaz, pa zizougaz ann Aotrou Juda ha Jéruzalem dré zourn Nabukodonosor.
16. Mipien Levi éta : Gerson, Kaat, ha Mérari.
17. Ha chétu hanvou mipien Gerson : Lobni ha Séméi.
18. Mipien Kaat : Amram, hag Isaar, hag Hébron, hag Oziel.
19. Mipien Mérari : Moholi ha Musi, Ar ré-man̄ eo kéren̄tiézou Lévi hervez hô ziadou.
20. Gersom, Lobni hé vâb, Jabat hé vâb, Zamma hé vâb,
21. Joah hé vâb, Addo hé vâb, Zara hé vâb, Jétrai hé vâb,
22. Mipien Kaat : Aminadab hé vâb, Kosé hé vâb, Asir hé vâb,
23. Elkana hé vâb, Abiasaf hé vâb, Asir hé vâb,
24. Tahat hé vâb, Uriel hé vâb, Ozias hé vâb, Saul hé vâb.
25. Mipien Elkana : Amasai hag Ac’himot,
26. Hag Elkana. Mipien Elkana : Sofai hé vâb, Nahat hé vâb,
27. Éliab hé vâb, Jéroham hé vâb, Elkana hé vâb.
28. Mipien Samuel : Vaséni ann héna, hag Abia.
29. Mipien Mérari : Moholi ; Lobni hé vâb, Sémei hé vâb, Oza hé vâb,
30. Sammaa hé vâb, Haggia hé vâb, Asaia hé vâb.
31. Ar ré-man̄ eo a lékéaz David é penn ar ganerien tî ann Aotrou, abaoé ma oé lékéat ann arc’h.
32. Hag hî a zerviché ô kana dirâk tabernakl ann desténi, kén n’en dôé Salomon savet eunn tî d’ann Aotrou é Jéruzalem ; hôgen sével a réan̄t enn hô c’harg hervez hô reiz.
33. Chetu aman̄ ar ré a zerviché gan̄d hô mipien. Eûz a vipien Kaat, Hémam kaner, mâb Johel, mâb Samuel,
34. Mâb Elkana, mâb Jéroham, mâb Éliel, mâb Tohu,
35. Mâb Suf, mâb Elkana, mâb Mahat, mâb Amasai,
36. Mâb Elkana, mâb Johel, mâb Azarias, mâb Sofonias,
37. Mâb Tahat, mâb Asir, mâb Abiasaf, mâb Koré,
38. Mâb Isaar, mâb Kaat, mâb Lévi, mâb Israel.
39. Hag hé vreûr Asaf, péhini a choumé enn tû déhou d’ézhan̄ ; Asaf, mâb Barac’hias, mâb Samaa,
40. Mâb Mikael, mâb Basaia, mâb Melkias.
41. Mâb Atanai, mâb Zara, mâb Adaia,
42. Mâb Étan, mâb Zamma, mâb Séméi,
43. Mâb Jet, mâb Gersom, mâb Lévi.
44. Mipien Mérari hô breûdeûr, péré a choumé enn tû kleiz, Étan, mâb Kusi, mâb Abdi, mâb Maloc’h,
45. Mâb Hasabias, mâb Amasias, mâb Helkias,
46. Mâb Amasai, mâb Boni, mâb Somer,
47. Mâb Moholi, mâb Musi, mâb Mérari, mâb Lévi.
48. Al Lévited all hô breûdeûr, a oa dileûret da zervich tabernakl tî ann Aotrou.
49. Hôgen Aaron hag hé vipien a gennigé kémen̄d a losked war aoter ar sakrifisou-losk ha war aoter al louzou-c’houés-vâd, é holl garg san̄t ar zen̄t ; hag hî eo a bédé évid Israel, hervez kemen̄d en dôa gourc’hémennet Moizez, servicher Doué.
50. Hôgen ar ré-man̄ a oa mipien Aaron : Eléazar hé vâb, Finéez hé vâb, Abisué hé vâb,
51. Bokki hé vâb, Ozi hé vâb, Zarahia hé vâb,
52. Méraiot hé vâb, Amarias hé vâb, Ac’hitob hé vâb,
53. Sadok hé vâb, Ac’himaas hé vâb.
54. Ha chétu aman̄ al lec’hiou é péré é choumen̄t, da lavaroud eo, mipien Aaron, hô bourc’hiou hag hô harzou, hervez kéren̄tiézou mipien Kaat ; râk d’ézhô eo é oan̄t digwézet dré ar sort.
55. Rôet é oé éta d’ézhô Hébron, é douar Juda, hag hé faboursiou trô-war-drô :
56. Hôgen parkeier kéar hag ar plouéou a oé rôet da Galeb, mâb Jéfoné.
57. Rôed é oé ivé da vipien Aaron, évit keriou a vénéc’hi, Hébron, ha Lobna gan̄d hé faboursiou,
58. Hag ivé Jéter hag Estémo gan̄d hô faboursiou, ha c’hoaz Hélon ha Dabir gan̄d hô faboursiou,
59. Hag ivé Asan ha Bétsémez gan̄d hô faboursiou.
60. Hag eûz a vreûriez Ben̄jamin, Gabéé gan̄d hé faboursiou, hag Almat gan̄d hé faboursiou, hag Anatot gan̄d hé faboursiou ; enn-holl trizék kéar hervez hô c’héren̄tiézou.
61. Rôed é oé ivé d’ar ré all a choumé eûz a géren̄tiez Kaat, dék kéar é kers eûz a han̄ter-vreûriez Manasé.
62. Da vipien Gersom hervez hô c’héren̄tiézou, é oé rôet trizék kéar eûz a vreûriez Isakar, hag eûz a vreûriez Aser, hag eûz a vreûriez Neftali, hag eûz a vreûriez Manasé é Basan.
63. Da vipien Mérari hervez hô c’héren̄tiézou, é oé rôet daouzék kéar dré ar sort eûz a vreûriez Ruben, hag eûz a vreûriez Gad, hag eûz a vreûriez Zabulon.
64. Bugalé Israel a rôaz ive d’al Lévited keriou ha faboursiou :
65. Hag ar c’heriou-zé a oé rôet d’ézhô dré ar sort é breûriez bugalé Juda, hag é breûriez bugalé Siméon, hag é breûriez bugalé Ben̄jamin ; hag eûz hô hanvou é oen̄t galvet,
66. Ha d’ar ré a oa eûz a géren̄tiez bugalé Kaat ; ha lôd eûz ar c’heriou-zé a oa enn hô harzou eûz a vreûriez Éfraim.
67. Rôed é oé éta d’ézhô, évit keriou a vénéc’hi, Sichem gan̄d hé faboursiou war vénez Éfraim, ha Gazer gan̄d hé faboursiou,
68. Hag ivé Jekmaam gan̄d hé faboursiou, hag ivé Bethoron.
69. Ha c’hoaz Hélon gan̄d hé faboursiou, ha Getremmon enn hévélep doaré.
70. Hag ouc’h-penn eûz a han̄ter-vreûriez Manasé, Aner hag hé faboursiou, ha Balaam gan̄d hé faboursiou, da lavaroud eo, d’ar ré a choumé c’hoaz eûz a géren̄tiez Kaat.
71. Hôgen da vugalé Gersom, eûz a han̄ter-vreûriez Manasé, Gaulon é Basan hag hé faboursiou, hag Astarot gan̄d hé faboursiou.
72. Eûz a vreûriez Isakar ; Sédez hag hé faboursiou, ha Dabéret gan̄d hé faboursiou.
73. Hag ivé Ramot hag hé faboursiou, hag Anem gan̄d hé faboursiou.
74. Eûz a vreûriez Aser ; Masal gan̄d hé faboursiou, hag ivé Abdon.
75. Hukak ivé hag hé faboursiou, ha Robob gan̄d hé faboursiou.
76. Eûz a vreûriez Neftali ; Sédez é Galiléa hag hé faboursiou, Hamon gan̄d hé faboursiou, ha Kariataim hag hé faboursiou.
77. D’ar ré a choumé eûz a vugalé Mérari, eûz a vreûriez Zabulon, Remmono hag hé faboursiou, ha Tabor gan̄d hé faboursiou.
78. Enn tû all d’ar Jourdan râg-énep da Jériko, war-zû sâv-héol ar Jourdan, eûz a vreûriez Ruben, Bosor enn distrô gan̄d hé faboursiou, ha Jasa gan̄d he faboursiou,
79. Kadémot ivé hag hé faboursiou, ha Méfaat gan̄d hé faboursiou.
80. Ha c’hoaz eûz a vreûriez Gad, Ramot é Galaad hag hé faboursiou, ha Manaim gan̄d hé faboursiou,
81. Hag ouc’h-penn Hesébon gan̄d hé faboursiou, ha Jézer gan̄d hé faboursiou.
1. Hôgen mipien Isakar : Tola, ha Fua, ha Jasub, ha Siméron ; pévar.
2. Mipien Tola : Ozi, ha Rafaia, ha Jériel, ha Jémai, ha Jebsem, ha Samuel, prin̄sed é tiez hô c’héren̄tiézou. Eûz a wenn Tola é oé nivéret é deisiou David, daou vil dén war-n-ugen̄t ha c’houec’h kan̄t, holl tûd eûz ar ré galounéka.
3. Mipien Ozi : Izrahia, a béhini Mikael, hag Obadia, ha Johel, ha Jésia, hô femp prin̄sed.
4. Ha gan̄t-hô hervez hô ziadou hag hô foblou c’houec’h mil dén ha trégon̄t mil, tûd kalounék-brâz ha daré d’ar brézel ; râk kalz a c’hragez hag a vugalé hô dôa bét.
5. Hag ivé hô breûdeûr hervez holl géren̄tiez Isakar, d’ann niver eûz a zeiz mil dén ha pévar-ugen̄t mil, tûd kré-brâz évid ar brézel.
6. Mipien Ben̄jamin : Béla, ha Béc’hor, ha Jadiel ; trî.
7. Mipien Béla : Esbon, hag Ozi, hag Oziel, ha Jérimot, hag Urai, pemp prin̄s a diadou, ha kré-brâz évid ar brézel ; hôgen ann niver anézhô a oa eûz a zaou vil dén war-n-ugen̄t pévar ha trégon̄t.
8. Ha mipien Béc’hor : Zamira, ha Joas, hag Éliézer, hag Élioénai, hag Amri, ha Jérimot, hag Abia, hag Anatot, hag Almat ; ar ré-zé holl mipien Béc’hor.
9. Hôgen ann niver anézhô hervez hô ziadou, ha prin̄sed hô c’heren̄tiézou, a oa eûz a ugen̄t mil dén ha daou c’han̄t, kré-brâz évid ar brézel.
10. Mipien Jadihel : Balan. Mipien Balan : Jéhus, ha Ben̄jamin, hag Aod, ha Kanana, ha Zétan, ha Tarsis, hag Ahisahar ;
11. Ar ré-zé holl mipien Jadihel, péré a oa prin̄sed hô c’héren̄tiézou, d’ann niver eûz a zeitek mil ha daou c’han̄t, tûd kalounek-brâz ha daré d’ar brézel.
12. Séfam ivé hag Hafam, mipien Hir, hag Hasim, mâb Aher.
13. Ha mipien Neftali : Jariel ha Gurri, ha Jéser, ha Sellum, mipien Bala.
14. Hôgen mâb Manasé, Esriel ; hag hé zerc’h Sira a c’hanaz Mac’hir, tâd Galaad.
15. Hôgen Mac’hir a rôaz gragez d’hé vipien Hapfim ha Safan ; hag eur c’hoar en dôé hanvet Maac’ha : da eil vâb en dôé Salfaad, ha Salfaad en dôé merc’hed.
16. Ha Maac’ha, grég Mac’hir, a c’hanaz eur mâb a hanvaz Farez ; hé vreûr a oa hanvet Sarez ; hag hé vipien, Ulam ha Bésen.
17. Hôgen mâb Ulam, Badan ; ar ré-zé eo mipien Galaad, mâb Mac’hir, mâb Manasé.
18. Hôgen hé choar Régina a c’hanaz eunn dén kaer, hag ivé Abiézer, ha Mohola.
19. Hôgen Sémida en dôé da vipien, Ahin, ha Séchem, ha Lési, hag Aniam.
20. Ha mipien Éfraim : Sutala, ha Bared hé vâb, ha Tahat hé vab, hag Élada hé vâb, ha Tahat hé vâb, ha Zabad hé vâb,
21. Ha Sutala hé vâb, hag Ézer hag Élad hé vipien ; hôgen tûd Get a lazaz anézhô, ô véza ma oan̄t diskennet ha m’hô dôa skrapet hô douarou.
22. Râk-sé Éfraim, hô zâd, a wélaz d’ézhô é-pâd kalz dervésiou ; hag hé vreûdeûr a zeûaz évid hé zic’hlac’hari.
23. Hag hén̄ a iéaz da gaout hé c’hrég ; hag hî a en̄géhen̄taz hag a c’hanaz eur mâb, a hanvaz Béria, ô véza ma oa ganet é-kreiz reûziou hé dî :
24. Eur verc’h en dôé ivé hanvet Sara, péhini a zavaz kéar Bethoron ann izéla hag ann uc’héla, hag Ozensara.
25. Da vipien en dôé ivé Rafa, ha Résef, ha Talé, a béhini eo ganet Taan,
26. Pehini a en̄géhen̄taz Laadan, en dôé da vâb Ammiud, péhini a oé tâd Élizama,
27. A béhini eo ganet Nun, en dôé da vâb Jozué.
28. Hô ferc’henniez hag hô c’heriou a oé Bétel gan̄d hé dalc’hiou, ha war-zû ar sâv-héol, Noran, ha war-zû ar c’hûs-héol, Gazer hag hé dalc’hiou, hag ivé Sichem gan̄d hé dalc’hiou, bétég Aza gan̄d hé dalc’hiou.
29. Béz hô dôé ivé é-harz mipien Manasé, Betsan hag hé dalc’hiou, Tanac’h hag hé dalc’hiou, Mageddo hag hé dalc’hiou, Dôr hag hé dalc’hiou : er ré-zé eo é choumé mipien Jozef, mâb Israel.
30. Mipien Aser : Jemna, ha Jésua, ha Jessui, ha Baria, ha Sara hô c’hoar.
31. Ha mipien Baria : Héber, ha Melkiel ; hé-man̄ eo tâd Barsait.
32. Hôgen Héber a en̄géhen̄taz Jéflat, ha Somer, hag Hotam, ha Suaa hô c’hoar.
33. Mipien Jéflat : Fosek, ha Kamaal, hag Asot : ar ré-zé eo mipien Jéflat.
34. Ha mipien Somer : Ahî, ha Roaga, hag Haba, hag Aram.
35. Ha mipien Hélem hé vreûr : Sufa, ha Jemna, ha Sellez, hag Amal.
36. Mipien Sufa : Sué, hag Harnafer, ha Sual, ha Béri, ha Jamra,
37. Ha Bosor, hag Hod, ha Samma, ha Salma, ha Jétran, ha Béra.
38. Mipien Jéter : Jéfoné, ha Fasfa, hag Ara.
39. Mipien Olla : Aréé, hag Hamiel, ha Résia.
40 Ar ré-zé holl mipien Aser, prin̄sed hô c’héren̄tiézou, tûd dilennet ha kalounek-brâz é-touez ann duged. Ann niver eûz ar ré a oa enn oad da von̄d d’ar brézel a ioa eûz a c’houéac’h mil war-n-ugen̄t.
1. Hôgen Ben̄jamin a oé tâd (T) Balé hé vâp-hena, Asbel hé eil, hag Ahara hé drédé.
2. Nohaa hé bévaré, ha Hafa hé bempved.
3. Mipien Balé a oé : Addar, ha Géra, hag Abiud,
4. Hag Abisué, ha Naaman, hag Ahoé,
5. Ha Géra, ha Séfufan, hag Huram.
6. Ar ré-man̄ eo mipien Ahod, prin̄sed kéren̄tiézou ar ré a choumé é Gabaa, hag a zo bét dizouget da Vanahat :
7. Naaman, hag Akia, ha Géra. Hé-unan eo hô dizougaz : hag hén̄ a en̄géhen̄taz Oza, hag Ahiud.
8. Hôgen Saharaim a en̄géhen̄taz é brô Moab, goudé béza kaset-kuît Husim ha Bara hé c’hragez.
9. Génel a réaz éta Hôdez, hé c’hrég, Jobab, ha Sébia, ha Mosa, ha Molc’hom,
10. Ha Jéhus, ha Sec’hia, ha Marma : ar ré-zé a oé hé vipien, prin̄sed enn hô c’héren̄tiézou.
11. Hôgen Mébusim a en̄géhen̄taz Abitob, hag Elfaal.
12. Mipien Elfaal : Héber, ha Misaam, ha Samad ; hen-nez eo a zavaz kéar Ono, ha Lod hag hé dalc’hiou.
13. Hôgen Baria ha Sama a oé prin̄sed kéren̄tiézou ar ré a choumé é Aialon : ar ré-zé eo a gasaz-kuît ar ré a choumé é Gét.
14. Hag Ahio, ha Sésak, ha Jérimot,
15. Ha Zabadia, hag Arod, hag Héder,
16. Ha Mikael, ha Jesfa, ha Joha, mipien Baria.
17. Ha Zabadia, ha Mosollam, hag Hézéki, hag Héber,
18. Ha Jesamari, ha Jézlia, ha Jobab, mipien Elfaal.
19. Ha Jakim, ha Jéc’hri, ha Zabdi,
20. Hag Élioénai, ha Sélétai, hag Éliel,
21. Hag Adaia, ha Baraia, ha Samarat, mipien Séméi.
22. Ha Jesfam, hag Héber, hag Éliel,
23. Hag Abdon, ha Zéc’hri, hag Hanan,
24. Hag Hanania, hag Élam, hag Anatolia,
25. Ha Jefdaia, ha Fanvel, mipien Sésak.
26. Ha Samsari, ha Sohoria, hag Otolia,
27. Ha Jersia, hag Élia, ha Zéc’hri, mipien Jéroham.
28. Ar ré-zé eo ann tadou-brâz, ha prin̄sed ar c’héren̄tiézou, péré a choumaz é Jéruzalem.
29. Hôgen é Gabaon é choumaz Abigabaon ; hag hé c’hrég a oa hanvet Maac’ha.
30. Hé vâp-héna a oa Abdon, ha Sur, ha Kis, ha Baal, ha Nadab,
31. Hag ivé Gédor, hag Ahio, ha Zac’her, ha Masellot :
32. Ha Masellot a en̄géhen̄taz Samaa : hag ar ré-man̄ a choumaz gan̄d hô breûdeûr é Jéruzalem, râg-énep d’hô breûdeûr all.
33. Hôgen Ner a en̄géhen̄taz Kis, ha Kis a en̄géhen̄taz Saül : ha Saül a en̄géhen̄taz Jonatan, ha Melkisna, hag Abinadab, hag Esbaal.
84. Hôgen mâb Jonatan a oé Méribbaal ; ha Méribbaal a oé tâd (T) Mika.
35. Mipien Mika : Fiton, ha Mélek, ha Taraa, hag Ahaz.
36. Hag Ahaz a oé tâd Joada ; ha Joada a oé tâd Alamat, hag Azmot, ha Zamri : ha Zamri a en̄géhen̄taz Mosa ;
37. Ha Mosa a en̄géhen̄taz Banaa, péhini en dôé da vâb Rafa, a béhini eo ganet Élasa, péhini a en̄géhen̄taz Asel.
38. Hôgen Asel en dôé c’houec’h mâb ; ha chétu aman̄ hô hanvou : Ezrikam, ha Bokru, hag Ismael, ha Saria, hag Abdia, hag Hanan ; holl mipien da Asal.
39. Ha mipien Ések hé vreûr : Ulam, hé vâp-héna, ha Jéhus hé eil, hag Élifalet hé drédé.
40. Mipien Ulam a oé tûd kré-brâz, hag hô dôa kalz a ners évit tenna gan̄d ar warek. Kalz a vipien hag a vipien-bihan hô dôé, bété kan̄t hag han̄ter-kan̄t. Ar ré-zé holl a oé mipien da Ven̄jamin.
1. Israel holl a oé éta nivéret ; hag ann niver anézhô a oé skrivet é levr rouéed Israel ha Juda. Hag hî a oé kaset da Vabilon enn abek d’hô féc’héjou.
2. Hôgen ar ré gen̄ta a choumaz enn hô madou, hag enn hô c’heriou a oé Israel, hag ar véleien, hag al Lévited, hag ann Natinéed.
3. Choum a réaz é Jéruzalem eûz a vipien Juda, hag eûz a vipien Ben̄jamin, hag eûz a vipien Éfraim, hag eûz a Vanasé :
4. Otei, mâb Ammiud, mâb Amri, mâb Omrai, mâb Bouni, eûz a vipien Farez, mâb Juda.
5. Hag eûz a Ziloni : Azaia, hé vâp-héna, hag hé vipien.
6. Eûz a vipien Zara : Jéhuel hag hô breûdeûr, c’houec’h kan̄t dék ha pévar-ugen̄t.
7. Eûz a vipien Ben̄jamin : Salo, mâb Mosollam, mâb Oduia, mâb Asana.
8. Ha Jobania, mâb Jéroham, hag Éla, mâb Ozi, mâb Moc’hori, ha Mosollam, mâb Safatias, mâb Rahuel, mâb Jébanias ;
9. Hag hô breûdeûr hervez hô ziadou, naô c’han̄t c’houéac’h hag han̄ter-kan̄t. Ar ré-man̄ holl, prin̄sed ar c’hérén̄tiézou é tiez hô zadou.
10. Hôgen eûz ar véleien : Jédaia, ha Joiarib, ha Jac’hin :
11. Hag ivé Azarias, mâb Helkias, mâb Mosollam, mâb Sadok, mâb Maraiot, mâb Akitob, Bélek-brâz tî Doué.
12. Hag Adaias, mâb Jéroham, mâb Fassur, mâb Melkias, ha Maasai, mâb Adiel, mâb Jezra, mâb Mosollam, mâb Mosollamit, mâb Emmer ;
13. Hag hô breûdeûr péré a oa prin̄sed enn hô ziadou, mil seiz kan̄t ha tri-ugen̄t, tûd kré ha galloudek é-kén̄ver ar servich hô dôa da ôber é tî Doué.
14. Hôgen eûz al Lévited : Séméia, mâb Hassub, mâb Ezrikam, mâb Hasébia, eûz a vipien Mérari.
15. Ha Bakbakar ar c’halvez, ha Galal, ha Matania, mâb Mika, mâb Zékri, mâb Asaf.
16. Hag Obdia, mâb Séméias, mâb Galal, mâb Iditum ; ha Barakia, mâb Asa, mâb Elkana, péhini a choumé é faboursiou Nétofati.
17. Hôgen ar borsierien : Sellum, hag Akkub, ha Telmon, hag Ahimam, hag hô breûr Sellum péhini a oa ar prin̄s.
18. Bétég ann amzer-zé, lôd eûz a vipien Lévi hô dôa diwallet dôr ar roué war-zû ar sâv-héol, pép-hini d’hô zrô.
19. Hôgen Sellum, mâb Koré, mâb Abiasaf, mâb Koré, gan̄d hé vreûdeûr ha tî hé dâd ; ar ré-zé eo ar C’horéaded a oé lékéat war labouriou ar servich, évid diwallout dôriou ann tabernakl ; hag hô ziadou a ziwallé, pép-hini d’hé drô, ann ôr eûz a gamp ann Aotrou.
20. Hôgen Finéez, mâb Éléazar, a oa hô dûg dirâg ann Aotrou.
21. Zakarias, mâb Mosollamia a ioa porsier dôr tabernakl ann desténi.
22. Ar ré-zé holl péré hô dôa karg da (T) ziwallout dôriou ann templ, a ioa daou c’han̄t ha daouzék ; hô hanvou a oa skrivet enn hô c’heriou hô-unan. David ha Samuel ar gwéler, hô dôa hô lékéat hervez hô féalded,
23. Kerkouls hî hag hô mipien, évid diwallout d’hô zrô dôriou tî ann Aotrou, ha ré ann tabernakl.
24. Er pévar avel en em gavé ar borsierien, da lavaroud eo, er sâv-héol, hag er c’hus-héol, hag enn han̄ter-nôz, hag er c’hrésteiz.
25. Hôgen hô breûdeûr a choumé er bourc’hiou, hag a zeûé da ôber karg hô sabbatou pép-hini d’hé drô.
26. D’ar pévar Lévit-zé édô ar véli war ann holl borsierien, ha d’ézhô é oa ivé ar préder eûz ar gamprou hag eûz ann ten̄zoriou eûz a dî ann Aotrou.
27. Choum a réan̄t war-drô da templ ann Aotrou évid hé ziwallout, hag évid digéri ann ôriou diouc’h ar min̄tin, pa oa deûet ar préd.
28. Béz’ éz oa ivé eûz ar ré-zé hô dôa ar préder eûz a listri ar servich ; râg al listri a oa kaset ha digaset diouc’h ann niver.
29. D’ar ré-man̄, ha d’ar ré hô dôa é karg listri ar san̄tuar, é rôed ar préder eûz ar bleûd, hag eûz ar gwin, hag eûz ann éôl, hag eûz ann ézan̄s, has eûz al louzou-c’houés-vâd.
30. Hôgen mipien ar véleien a aozé al louzou-c’houés-vâd.
31. Matatias al Lévit, mâp-héna Sellum ar C’horéad, a oa é penn ar ré a lékéa da frita er billik.
32. Hôgen hiniennou eûz a vipien Kaat, hô breûdeûr, hô dôa ar garg eûz ar baraou-kennig, évid aoza baraou névez da bép Sabbat.
33. Ar ré gen̄ta eûz ar ganerien é tiadou al Lévited, eo ar ré a choumé er c’hamprou évit ma helchen̄t ôber bépréd hô c’harg nôz-deiz.
34. Pennou al Lévited, péré a oa prin̄sed enn hô ziadou, a choumé é Jéruzalem.
35. Hôgen é Gabaon é choumé Jéhiel, tâd Gabaon, hag hé c’hrég, hanvet Maac’ha ;
36. Hag Abdon hé vâp-héna, ha Sur, ha Kis, ha Baal, ha Ner, ha Nadab.
37. Hag ivé Gédor, hag Ahio, ha Zakarias, ha Masellot.
38. Hôgen Masellot a oé tâd Samaan ; ar ré-man̄ a choumaz é Jéruzalem gan̄d hô breûdeûr, râg-énep d’hô breûdeûr all.
39. Hôgen Ner a oé tâd (T) Kis ; ha Kis a en̄géhen̄taz Saül ; ha Saül a en̄géhen̄taz Jonatan, ha Melkisua, hag Abinadab, hag Esbaal.
40. Hôgen mâb Jonatan a oé Méribbaal ; ha Méribbaal a oé tâd (T) Mika.
41. Hôgen mipien Mika : Fiton, ha Mélek, ha Taraa, hag Ahaz.
42. Hag Ahaz a en̄géhen̄taz Jara, ha Jara a en̄géhen̄taz Alamat, hag Azmot, ha Zamri ; hôgen Zamri a en̄géhen̄taz Mosa.
43. Ha Mosa a en̄géhen̄taz Banaa ; hag hé vâb Rafaia a en̄géhen̄taz Élasa, a béhini eo ganet Asel.
44. Hôgen Asel en dôé c’houéac’h mâb, péré a oé hanvet ével-henn : Ezrikam, ha Bokru, hag Ismahel, ha Saria, hag Obdia, hag Hanan : ar ré-zé eo mipien Asel.
1. Hôgen ar Filistined a stourmaz a-énep Israel, ha tûd Israel a dec’haz dirâg ar Filistined, ha kalz anézhô a oé lazet war vénez Gelboé.
2. Hag ar Filistined ô véza éat war lerc’h Saül hag hé vipien, a lazaz Jonatan ; hag Abinadab, ha Melkisua, mipien Saül.
3. Hag ar stourm a wasaaz a-énep Saül ; ar warégerien en em gavaz gan̄t-han̄, hag a zan̄kaz hô saésiou enn-han̄.
4. Ha Saül a lavaraz d’hé floc’h : Dic’houin da glézé, ha lâz ac’hanoun, gan̄d aoun na zeûfé ar ré zienwadet-zé da ôber goab ac’hanoun. Hôgen hé floc’h spoun̄tet-brâz, na fellaz két d’ézhan̄ hé ôber. Saül éta a géméraz hé glézé hé-unan, hag en em daolaz war-n-ézhan̄.
5. Pa wélaz hé floc’h pénaoz é oa marô Saül, en em daolaz ivé war hé glézé hé-unan, hag é varvaz.
6. Saül éta a varvaz, hag ivé hé dri vâb ; hag hé holl dî a gouézaz ivé gan̄t-han̄.
7. Pa wélaz kémen̄t-sé mipien Israel, péré a choumé er mesiou, é tec’hchon̄t ; ha Saül hag hé vipien ô véza marô, é tilezchon̄t hô c’heriou, hag en em skiñchon̄t tû-man̄ ha tû-hon̄t. Hag ar Filistined a zeûaz, hag a choumaz enn hô lec’hiou.
8. An̄trônôz pa édô ar Filistined ô tiwiska ar ré a ioa bét lazet, é kefchon̄t Saül hag hé vipien gourvézet war vénez Gelboé.
9. Ha goudé m’hô dôé hé ziwisket, ha trouc’het hé benn, ha kéméret hé armou, hô c’haschon̄t d’hô brô, évit ma vijen̄t kaset tû-man̄ ha tû-hon̄t, ha diskouézet d’ar bobl hag é templou ann idolou.
10. Hôgen gwéstla a réjon̄t hé armou é templ hô doué, hag é stagchon̄t hé benn out templ Dagon.
11. Pa glévaz tûd Jabez-Galaad ar péz hô dôa gréat ar Filistined da Zaül,
12. Ar ré galounéka anézhô a zavaz, hag a skrapaz korfou-marô Saül hag hé vipien ; hag hî hô digasaz da Jabez, hag a vésiaz hô eskern dindân ann derven a oa é Jabez ; hag hî a iunaz é-pâd seiz dervez.
13. Saül éta a varvaz, enn abek d’hé fallagriézou. ô véza m’en dôa torret ar gourc’hemenn en dôa gréat ann Aotrou d’ézhan̄, ha n’en dôa két hé viret, hag ô véza ouch-penn m’en dôa goulennet kuzul digan̄d ann diouganérez ;
14. Ha n’en dôa két lékéat hé fisian̄s enn Aotrou : râk-sé eo hel lékéaz Doué da vervel, hag é rôaz hé rouan̄télez da Zavid, mâb Isai.
1. Holl bobl Israel a zeûaz éta da gavout David é Hébron, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ni a zô da eskern ha da gîk.
2. Ha déac’h ivé hag enn derc’hen̄t, pa réné c’hoaz Saül, té eo a gasé hag a zigasé Israel ; râk d’id eo en deûz lavaret ann Aotrou, da Zoué : Té a baskô va fobl a Israel, ha té a vézô prin̄s war-n-ézhan̄.
3. Holl hénaoured Israel a zeûaz éta da gavoud ar roué é Hébron : ha David a réaz kévrédigez gan̄t-hô dirâg ann Aotrou ; hag hî a éôliaz anézhan̄ da roué war Israel, hervez ar gér en dôa lavaret ann Aotrou dré c’hénou Samuel.
4. Ha David hag Israel holl a iéaz étrézé Jéruzalem, a zô ivé hanvet Jébus, é péléac’h é choumé ar Jébuséed.
5. Hag ar ré a choumé é Jébus a lavaraz da Zavid : Na zeûi két aman̄. Hôgen David a géméraz kré Sion, a zô kéar David.
6. Hag hén̄ a lavaraz : Néb en dévézô tréc’het da gen̄ta ar Jébuséed, a vézô lékéat da brin̄s ha da zûg. Joab, mâb Sarvia, ô véza éta piñet da gen̄ta, a oé lékéat da brin̄s.
7. Hôgen David a iéaz da choum er c’hré, ha dré-zé é oé hanvet kéar David.
8. Hag hén̄ a zavaz eur géar war-drô, adalek Mella bétég ar penn all ; ha Joab a zavaz ann dilerc’h eûz a géar.
9. Ha David a greské hé c’halloud, ô von̄d araok hag ô krévaat, hag Aotrou ann arméou a oa gan̄t-han̄.
10. Chétu aman̄ ar ré gen̄ta eûz a dûd kalounek David, péré a skoazellaz anézhan̄ évit béza roué war Israel holl, hervez ar gér en dôa rôet ann Aotrou da Israel.
11. Ha chétu aman̄ ann niver eûz a dûd kré David. Jesbaam, mâb Hac’hamoni, prin̄s war drégon̄t ; hen-nez a zavaz hé wâf war dri c’han̄t, péré a c’hlazaz enn eur wéach.
12. Hag hé-c’houdé Éléazar Ahohiad, mâb hé éon̄tr, péhini a oa étré ann tri galloudéka.
13. Hé-man̄ a oa gan̄d David é Fesdomim, pa en em strollaz ar Filistined el léac’h-zé évid ann emgann ; ha parkou al léac’h-zé a oa leûn a heiz, hag ar bobl a oa tec’het a zirâg ar Filistined.
14. Ar ré-man̄ a choumaz stard é-kreiz ar parkou, hag a zifennaz anézhô. Ha goudé m’hô dôé tréc’het ar Filistined, ann Aotrou a roaz eunn eûrvâd d’hé bobl.
15. Hôgen tri eûz ann trégon̄t prin̄s a ziskennaz étrézég ar roc’h war béhini édô David, é-kichen kéô Adollam, pa steñaz ar Filistined hô c’hamp o traon̄ien Rafaim.
16. Hôgen David a oa enn hé gré, ha kastel ar Filistined a oa é Bétléhem.
17. David en dôé séc’hed, hag a lavaraz : O ma rôfé unan-bennâg d’in dour eûz a bun̄s Bétléhem, a zô é-tâl ar pors !
18. Ann tri-zé éta a gerzaz a-dreûz da gamp ar Filistined, hag a dennaz dour eûz a bun̄s Bétléhem, a oa é-tâl ar pors ; hag é tisgaschon̄t anézhan̄ da Zavid évid éva : hôgen na fellaz két d’ézhan̄ hé ôber, hag é oé gwell gan̄t-han̄ hé genniga d’ann Aotrou,
19. O lavarout : Doué ra virô ma rinn ann dra-zé dira-z-han̄, ha ma évinn goad ann dûd-zé, peré hô deûz digaset ann dour-zé d’in war hô buez. Hag évit-sé na fellaz két d’ézhan̄ éva. Chétu pétrâ a réaz ann tri dén kalounek-sé.
20. Abisai, breûr Joab, a oa ar c’hen̄ta eûz ann tri-zé ; hén̄ eo a zavaz hé wâf war dri c’han̄t dén a lazaz, hag hén̄ a oa brudet-brâz étré-z-hô hô zri,
21. Hag ar vrudéta eûz ann tri eil, hag ar prin̄s anézhô. Koulskoudé né oa két par d’ann tri c’hen̄ta.
22. Banaias eûz a Gabréel, mâb Joiada, dén kalounek-brâz a réaz meûr a dra gaer ; hén̄ eo a lazaz ann daou Ariel eûz a Voab ; hag hén̄ eo a ziskennaz enn eur pun̄s séac’h, é-kreiz ann arc’h, hag a lazaz énô eul léon.
23. Hén̄ eo ivé a lazaz eunn Éjiptian a bemb ilinad a ulc’helder, péhini, en dôa eur waf ével karvan ar wiaderien. Diskenni a réaz d’hé gavout gan̄d eur wialen ; skrapa a réaz ar wâf a ioa enn hé zourn, hag é lazaz anézhan̄ gan̄d hé wâf hé-unan.
24. Chétu pétrâ a réaz Banaias, mâb Joiada, péhini a oa brudet brâz étré ann tri dén kalounek,
25. Hag ar c’hen̄ta étré ann trégon̄t. Koulskoudé né oa két pâr d’ann tri c’hen̄ta ; hôgen David hel lékéaz é penn hé warded.
26. Hôgen ar ré galounéka enn armé, a oa Asahel, breûr Joab, hag Elkanan, mâb hé éon̄tr, eûz a Vétléhem,
27. Sammot eûz a Arori, Hellez eûz a Faloni,
28. Ira, mâb Akkez eûz a Dékua, Abiézer eûz a Anatot,
29. Sobboc’hai eûz a Husati, Ilai eûz a Ahohi,
30. Maharai eûz a Nétofat, Héled, mâb Baana, eûz a Nétofat,
31. Etai, mâb Ribai, eûz a C’habaat da vipien Ben̄jamin, Banaia eûz a Faraton,
32. Hurai eûz a froud Gaas, Abiel eûz a Arbat, Azmot eûz a Vaurami, Éliaba eûz a Zalaboni,
33. Mipien Assem eûz a Gézoni ; Jonatan, mâb Seigé, eûz a Arari,
34. Ahiam, mâb Sac’har, eûz a Arari,
35. Élifal, mâb Ur,
36. Héfer eûz a Véc’hérat, Ahia eûz a Féloni,
37. Hesro eûz ar C’harmel, Naarai, mâb Asbai,
38. Joel, breûr Natan, Mibahar, mâb Agarai,
39. Sélek eûz a Ammoni, Naarai eûz a Vérot, floc’h Joab, mâb Sarvia,
40. Ira eûz a Jétri, Gareb eûz a Jétri,
41. Urias eûz a Het, Zabad, mâb Oholi,
42. Adina, mâb Siza, eûz a vreûriez Ruben, prin̄s ar Rubénied, ha trégon̄t gan̄t-han̄ :
43. Hanan, mâb Maac’ha, ha Josafat eûz a Vatai,
44. Ozia eûz a Astarot, Samma ha Jéhiel, mipien Hotam, eûz a Arori,
45. Jédihel, mâb Samri, ha Joha, hé vreûr, eûz a Dosa,
46. Éliel eûz a Vahumi, ha Jéribai ha Josaia, mipien Elnaem, ha Jetma eûz a Voab, Éliel, hag Obed, ha Jasiel eûz a Vasobia.
1. Ar ré-man̄ a zeûaz ivé da gavout David é Siséleg, pa dec’hé c’hoaz dirâk Saül, mâb Kis : tûd kré-brâz oan̄t, ha mâd évid ar brézel,
2. A denné gan̄d ar warek, hag a daolé mein gan̄d ar vatalm, hag a vanné saésiou gan̄d ann eil zourn ha gan̄d égilé : breûdeûr é oan̄t da Zaül hag eûz a Ven̄jamin.
3. Ar c’hen̄ta anézhô Ahiézer, ha Joas, mipien Samaa, eûz a C’habaat, ha Jaziel, ha Fallet, mipien Azraot, ha Barac’ha, ha Jéhu eûz a Anatot,
4. Ha Samaias eûz a C’habaon, ar c’halounéka étré ann trégon̄t, hag ar penn eûz ann trégon̄t ; Jérémias, ha Jéhéziel, ha Johanan, ha Jézabad eûz a C’hadérot,
5. Hag Éluzai, ha Jérimut, ha Baalia, ha Samaria, ha Safatia, eûz a Harufit,
6. Hag Elkana, ha Jésia, hag Azaréel, ha Joézer, ha Jerbaam eûz a Garéhim,
7. Ha Joéla, ha Zabadia, mipien Jéroham, eûz a C’hédor.
8. Béz’ é oé ivé tûd eûz a C’haddi péré a iéaz da gavout David, pa oa kuzet enn distrô, tûd kalounek brâz, hag eûz ar ré wella évid ar brézel, péré a zougé ann diren hag ar gwâf ; hô dremm a oa hével oc’h dremm léoned ; hag hî a oa buan ével gevr ar ménésiou :
9. Ézer ar c’hen̄ta, Abdias ann eil, Éliab ann trédé,
10. Masmana ar pévaré, Jérémias ar pempved,
11. Éti ar c’houec’hved, Éliel ar seizved,
12. Johanan ann eizved, Elzébad ann naved,
13. Jérémias ann dékved, Mac’hbanai ann unnékved.
14. Ar ré-man̄ a oa mipien Gad, ha prin̄sed ann armé : ann distéra a oa é penn kan̄t brézéliad, hag ann uc’héla é penn mil.
15. Ar ré-man̄ eo a dreûzaz ar Jourdan er miz ken̄ta, pa eo boazet da zic’hlanna ; hag hî eo a lékéaz da déc’hout ar ré a choumé enn traon̄iennou war-zû ar sâv-héol ha war-zû ar chûs-héol.
16. Don̄d a réaz ivé tûd eûz a Ven̄jamin hag eûz a Juda, da gavout David er c’hré é péhini é oa en em dennet.
17. Ha David a iéaz d’hô diambrouga, hag a lavaraz d’ézhô : Mar teûit é péoc’h étrézég enn-oun évit va c’hennerza, va c’haloun a vézô a unan gan-é-hoc’h ; hôgen mar teûit a berz va énébourien évit va zouella, pétrâ-bennâg ma eo dizroug va daouarn, ra zellô Doué hon tadou, ha ra varnô.
18. Hôgen ar spéred a zeûaz war Amarai péhini a oa da benn war drégon̄t, hag hén̄ a lavaraz : D’id omp, ô David, ha gan-éz, mâb Isai ; péoc’h, péoc’h d’id, ha péoc’h d’ar ré a gen-nerz ac’hanod ; râk da Zoué eo a zô da gen-nerz d’id. David éta hô digéméraz, hag a lékéaz anézhô da brin̄sed enn hé armé.
19. Lôd ivé eûz a Vanasé a drôaz étrézé David, p’az éa gan̄d ar Filistined évit stourmi a-énep Saül ; pétrâ-bennâg n’en em gannaz két gan̄t-hô, râk prin̄sed ar Filistined ô véza en em strollet, a vannaz anézhan̄, ô lavarout : É gwall hor pennou é tistrôi étrézé Saül hé vestr.
20. Pa zistrôaz éta da Ziséleg, ar ré-man̄ a droaz étrézeg enn-han̄ eûz a Vanasé : Ednas, ha Jozabad, ha Jédihel, ha Mikael, hag Ednas, ha Jozabad, hag Éliu, ha Salati, péré a oa prin̄sed war vîl é Manasé.
21. Hî eo a rôaz ken-ners da Zavid a-éneb al laéroun : rak tûd kalounek-brâz é oan̄t holl, hag é oen̄t lékéat da brin̄sed enn armé.
22. Don̄d a réa bemdez eûl lôd brâz a dûd da gavoud David, hag évid hé gen-nerza ; hag hé armé a zeûaz da véza brâz ével armé Doué.
23. Chétu aman̄ ann niver eûz a brin̄sed ann armé a zeûaz da gavout David, pa édô é Hébron, évid rei d’ézhan̄ rouan̄télez Saül, hervez gér ann Aotrou.
24. Eûz a vipien Juda, péré a zougé ann diren hag ar gwâf, c’houec’h mil hag eiz kan̄t, daré d’ar brézel.
25. Eûz a vipien Siméon, tûd kalounek-brâz évid ann emgann, seiz mil ha kan̄t.
26. Eûz a vipien Lévi, pévar mil ha c’houec’h kan̄t.
27. Ha Joiada, prins eûz a wenn Aaron, ha gan̄t-han̄ tri mil ha seiz kan̄t.
28. Ha Sadok, paotr eûz a eur vuézégez vâd, ha tî hé dâd, daou brin̄s war-n-ugen̄t.
29. Hag eûz a vipien Ben̄jamin, breûdeûr Saül, tri mil ; râg eul lôd brâz anézhô a heûlié c’hoaz tî Saül.
30. Hag eûz a vipien Éfraim, ugen̄t mil hag eiz kan̄t ; tûd kré-brâz ha brudet enn hô c’héren̄tiézou.
31. Hag eûz a han̄ter-vreûriez Manasé, triouec’h mil, péré a zeûaz pép-hini enn hé hanô évid lakaad David da roué.
32. Hag eûz a vipien Isakar, tûd desket-mâd, péré a anavézé ann holl amzeriou, évit gourc’hémenni da Israel ar péz a dlié da ôber, daou c’han̄t prin̄s ; hag ar ré all eûz ar vreûriez a heûlié hô ali.
33. Hag eûz a Zabulon, péré a oa tûd-a-vrézel, a oa bépréd hô armou gan̄t-hô, ha daré d’ann emgann, é teûaz han̄ter-kan̄t mil da gen-ners d’ézhan̄, hag hî a galoun vâd.
34. Hag eûz a Neftali, mil prin̄s ; ha gan̄t-hô seiz mil ha trégon̄t a wié stourmi gan̄d ann diren ha gan̄d ar gwâf.
35. Hag eûz a Zan, eiz mil war-n-ugen̄t ha c’houec’h kan̄t, daré d’ann emgann.
36. Hag eûz a Aser, daou-ugen̄t mil, a gerzé d’ar stourm, hag a oa daré d’ann emgann.
37. Hag eûz a enn tû all eûz ar Jourdan, eûz a vipien Ruben, eûz a C’had, hag eûz a han̄ter-vreûriez Manasé, c’houec’h-ugen̄t mil gan̄d armou brézel.
38. Ann holl vrézélidi-zé daré d’ann emgann, a zeûaz da Hébron a galoun vâd, évit lakaad David da roué war Israel holl ; hag ar ré all holl eûz a Israel na c’houlennen̄t két gwell égét ma vijé lékéat David da roué.
39. Hag hî a choumaz énô tri dervez é-kén̄ver David, ô tibri hag oc’h éva ; râg hô breûdeûr hô dôa aozet pép-trâ d’ézhô.
40. Hag ivé ar ré a oa war hô zrô, bétég Isakar ha Zabulon, ha Neftali, a zigasé bara war azéned, ha war gan̄valed, ha war vuled, ha war éjenned, évid hô maga ; ha bleûd, ha fiez, ha rezin séac’h, ha gwîn, hag éôl, hag éjenned ha den̄ved, ha pép-trâ gan̄t founder ; râk lévénez a ioa é Juda.
1. Hôgen David a strollaz é kuzul ar villénerien, hag ar c’han̄ténerien, hag ann holl brin̄sed,
2. Hag a lavaraz da holl strollad Israel : Mar d-eo dâ gan-é-hoc’h, ha ma teû digan̄d ann Aotrou, hon Doué, ar péz az ann da lavaroud d’é-hoc’h, kasomp étrézég hor breûdeûr all é holl vrô Israel, hag étrézég ar véleien, hag al Lévited, péré a choum é faboursiou ar c’heriou, évit ma en em strollin̄t gan-é-omp ;
3. Ha ma tigasimp adarré arc’h hon Doué étrézég enn-omp : râk n’hon eûz két hé c’hlasket é deisiou Saül.
4. Hag ann holl strollad a lavaraz é vijé gréat evel-se ; râg al lavar-zé a oa bét kavet mâd gan̄d ann holl bobl.
5. David éta a strollaz Israel holl, adalek Sibor ann Éjipt, bétég hen̄t Émat, évid digas arc’h Doué eûz a Gariatiarim.
6. Ha David a biñaz, hag Israel holl gan̄t-han̄, da gréac’h Kariatiarim, a zô é Juda, évid digas ac’hanô arc’h ann Aotrou Doué a zô azézet war ar gérubined, hag é péléac’h eo galvet hô hanô.
7. Hag hî a zigasaz arc’h Doué war eur c’harr névez eûz a di Abimadab ; hôgen Oza hag hé vreûr a vlén̄é ar charr.
8. Ha David, hag Israel holl a c’hoarié dirâk Doué eûz hô holl ners, gan̄d hô c’hanaouennou, ha gan̄t télennou, ha gan̄t lirennou, ha gan̄t taboulinou, ha gan̄t simbalou, ha gan̄t korniou.
9. Hôgen pa oen̄t deûet war-harz leûr Chidon, Oza a astennaz hé zourn évid harpa ann arc’h : râg eunn éjenn ô véza gwin̄ket eunn nébeût en dôa hé lékéat da gostéri.
10. Droug a zavaz éta enn Aotrou a-éneb Oza, hag hén̄ a skôaz gan̄t-han̄, ô véza m’en dôa lékéat hé zourn war ann arc’h : hag hén̄ a varvaz énô dirâg ann Aotrou.
11. Glac’haret é oé David, ô véza ma oa bét skôet Oza gan̄d ann Aotrou ; hag hén̄ a c’halvaz al léac’h-zé : kastiz Oza, bétég-henn.
12. Hag hén̄ en dôé aoun vrâz râg ann Aotrou enn deiz-zé, hag é lavaraz : Pénaoz é hellinn-mé digas arc’h Doué em zî ?
13. Râk-sé eo na fellaz két d’ézhan̄ hé c’hâs d’hé dî, da lavaroud eo, é kéar David ; hôgen lakaad a réaz hé distrei hag hé c’hâs da dî Obédédom eûz a C’het.
14. Arc’h Doué a choumaz éta é ti Obédédom a-hét tri miz ; hag ann Aotrou a vennigaz hé dî, ha kémen̄t en dôa.
1. Neûzé Hiram, roué Tir, a gasaz kannaded da Zavid, gan̄t koat sedr ; ha bénérien-vein, ha kilvizien, évit sével eunn tî d’ézhan̄.
2. Ha David a anavézaz pénaoz en dôa ann Aotrou hé grétéet da roué war Israel, ha pénaoz en dôa savet hé rouan̄télez war hé bobl a Israel.
3. Ha David a géméraz gragez all é Jéruzalem ; hag hén̄ en dôé mipien ha merc’hed.
4. Ha c’hétu aman̄ hanvou ar ré a zô bét ganet d’ézhan̄ é Jéruzalem : Samua, ha Sobab, ha Natan, ha Salomon,
5. Ha Jébahar, hag Élisua, hag Élifalet,
6. Ha Noga, ha Nafeg, ha Jafia,
7. Hag Élisama, ha Baaliada, hag Élifalet.
8. Pa glévaz ar Filistined pénaoz é oa bét éôliet David da roué war Israel, é piñchon̄t holl évid hé glaskoul. Pa glévaz David kémen̄t-se, éz éaz er-méaz d’hô diarbenna.
9. Hôgen ar Filistined a zeûaz, hag en em skiñaz dré draon̄ien Rafaim.
10. Ha David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout : Ha piña a rinn-mé a-énep ar Filistined, hag hô lakaad a ri-dé étré va daouarn ? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Piñ, ha mé hô lakai étré da zaouarn.
11. Pa oé éta piñet ar ré-man̄ da Vaalfarasim, é tréc’haz énô David anézhô, hag é lavaraz : Skiñet eo gan̄d Doué va énébourien, ével ma eo skiñet ann douréier. Râk-sé eo é oé galvet al leac’h-zé Baalfarasim.
12. Hag hî a lézaz éné hô douéed, ha David a c’hourc’hémennaz ma vijen̄t dévet.
13. Ar Filistined a réaz eunn argaden eur wéach all, hag hî en em skiñaz dré ann draon̄ien.
14. Ha David a c’houlennaz adarré kuzul digan̄d Doué ; ha Doué a lavaraz d’ézhan̄ : Na bîñ két war hô lerc’h, pella diout-hô ; hag é tistrôi out-hô pa vézi râg-énep d’ar gwéz-pér.
15. Ha pa glévi ével trouz eur ré ô kerzout war bék ar gwéz-pér, neûzé éz î d’ann emgann : râk neûzé en dévézô kerzet Doué enn da raok, évit skei war gamp ar Filistined.
16. David a réaz éta ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet d’ézhan̄ ; hag hén̄ a dréc’haz ar Filistined, adalek Gabaon bété Gazer.
17. Hag hanô David a oé brudet-brâz dré ann holl vrôiou ; hag ann Aotrou a lékéaz spoun̄t diwar hé benn é-touez ann holl boblou.
1. David a réaz ivé tiez évit-han̄ é kéar David ; hag é savaz eul léac’h évid arc’h Doué, hag é steñaz eunn telt évit-hi.
2. Ha David a lavaraz : Na dlé dén dougen arc’h Doué, néméd al Lévited, en deûz dilennet ann Aotrou évid hé zougen, hag évid ôber ar servich anézhi da-vikenn.
3. Hag hén̄ a strollaz Israel holl é Jéruzalem, évit digas arc’h Doué d’al léac’h eu dôa aozet évit hi.
4. Gervel a réaz ivé mipien Aaron, hag al Lévited
5. Eûz a vipien Kaat : Uriel ar prin̄s, hag hé vreûdeûr, c’houec’h ugen̄t.
6. Eûz a vipien Mérari : Asaia ar prin̄s, hag hé vreûdeûr, unnég-ugen̄t.
7. Eûz a vipien Gerson : Joel ar prin̄s, hag hé vreûdeûr, dék ha c’houec’h-ugen̄t.
8. Eûz a vipien Élisafan : Séméias ar prin̄s, hag hé vreûdeûr, daou-c’han̄t.
9. Eûz a vipien Hébron : Éliel ar prin̄s, hag hé vreûdeûr, pévar-ugen̄t.
10. Eûz a vipien Oziel : Aminadab ar prin̄s, hag hé vreûdeûr, daouzék ha kan̄t.
11. Ha David a c’halvaz Sadok hag Abiatar ar véleien, hag al Lévited Uriel, hag Asaia, ha Joel, ha Séméias, hag Éliel, hag Aminadab :
12. Hag a lavaraz d’ézhô : C’houi péré a zô prin̄sed eûz a diadou al Lévited, en em zan̄télit gan̄d ho preûdeûr, ha digasit arc’h ann Aotrou, Doué Israel, d’al léac’h a zo bét aozet d’ézhan̄,
13. Gan̄d aoun na zeûjé ann Aotrou da skei war-n-omp, ével a gen̄t, ô véza na oac’h két énô, ha na c’hoarvézché bréma ann hévélep trâ, mar gréomp eunn dra-bennâg a-éneb al lézen.
14. Ar véleien hag al Lévited en em zan̄télaz éta, évid dougen arc’h ann Aotrou, Doue Israel.
15. Ha mipien Lévi a lékéaz arc’h Doué war hô diskoaz, gan̄t sparlou, é-c’hîz m’en dôa gourc’hémennet Moizez, hervez gér ann Aotrou.
16. David a lavaraz ivé da brin̄sed al Lévited lakaat tûd eûz hô breûdeûr é-touez ar barzed, évit kana, hag évit c’hoari gan̄t télennou, ha gan̄t lirennou, ha gan̄t simbalou, évit ma vijé klévet a bell ar son eûz hô lévénez.
17. Hag hî a lékéaz Lévited ével-sé : Héman, mâb Joel, hag eûz hé vreûdeûr, Asaf, mâb Barac’hias, hag eûz a vipien Mérari hô breûdeûr, Étan, mâb Kasaia.
18. Ha gan̄t-hô hô breûdeûr eûz ann eil reiz, Zakarias, ha Ben, ha Jaziel, ha Sémirannot, ha Jahiel, hag Ani, hag Éliab, ha Banaias, ha Maasias, ha Matatias, ha Élifalu, ha Masénias, hag Obédédom, ha Jéhiel, ar borsierien.
19. Hôgen ar ganerien Héman, Asaf, hag Étau a zoné gan̄t simbalou arem.
20. Ha Zakarias, hag Oziel, ha Sémiramot, ha Jahiel, hag Ani, hag Éliab, ha Maasias, ha Banaias a gané kanaouennou-kuzet war délennou.
21. Ha Matatias, hag Élifalu, ha Masénias, hag Obédédom, ha Jéhiel, hag Ozaziu a gané kanaouennou tréac’h war délennou a eiz korden.
22. Hôgen Kouénias, prin̄s al Lévited, a oa da benn war ar c’hân ; hag hén̄ eo a gané da gen̄ta ; râg gwiziek-brâz é oa.
23. Ha Barac’hias, hag Elkana a oa porsierien ann arc’h.
24. Hôgen Sébénias, ha Josafat, ha Natanael, hag Amasai, ha Zakarias, ha Banaias, hag Éliézer, ar véleien, a zoné gan̄t kornou é-raok arc’h Doué ; hag Obédédom, ha Jéhias a oa porsierien ann arc’h.
25. David éta, hag holl hénaoured Israel, ha prin̄sed ar vrézélidi a iéaz évid digas arc’h kévrédigez ann Aotrou gan̄t levénez eûz a dî Obédédom.
26. Ha p’en dôé Doué ken-nerzet al Lévited, péré a zougé arc’h kévrédigez ann Aotrou, é oé lazet seiz tarô ha seiz tourz.
27. Hôgen David a oa gwisket gan̄d eur zaé lîn moan, kerkouls hag ann holl Lévited péré a zougé ann arc’h, hag ar ganerien, ha Konénias, prin̄s ar barzed hag ar ganerien ; ha David a oa gwisket ivé gan̄d eunn éfod lîn.
28. Hag Israel holl a zigasé arc’h gévrédigez ann Aotrou, gan̄d eul lévénez vrâz, ha son ar c’hornou boud, hag ar bombardou, hag ar simbalou, hag al lirennou, hag ann télennou.
29. Ha pa oé deûet arc’h kévrédigez ann Aotrou bété kéar David, Michol, merc’h Saül, ô sellout dré ar prénestr, a wélaz ar roué David péhini a zan̄sé hag a c’hoarié ; hag hî a zisprizaz anézhan̄ enn hé c’haloun.
1. Digas a réjon̄t éta arc’h Doué, hag é lékéjon̄t anézhi é-kreiz ann tabernakl en dôa steñet David évit-hi ; hag é kennigchon̄t sakrifisou-losk ha sakrifisou a béoc’h dirâg ann Aotrou.
2. Ha pa oé bét kenniget gan̄d David sakrifisou-losk ha sakrifisou a béoc’h, é vennigaz ar bobl e hanô ann Aotrou.
3. Hag hén̄ a rôaz da bép-hini anézhô, kenn goazed, kenn merc’hed, eunn dorz vara, hag eunn tamm kîk bévin rôstet, ha bleûd fritet gan̄t éôl.
4. Hag hén̄ a lékeaz dirâg arc’h ann Aotrou Lévited, évid hé servicha hag ôber pép labour, évit énori ha meûli ann Aotrou, Doué Israel.
5. Asaf ar prin̄s anézhô ; ha Zakarias hé eil ; ha goudé Jahiel, ha Sémiramot, ha Jéhiel, ha Matatias, hag Éliab, ha Banaias, hag Obédédom : ha Jéhiel war ann télennou hag al lirennou ; hag Asaf évit séni gan̄d ar simbalou.
6. Ha Banaias ha Jaziel ar véleien, évit séni gan̄d ar c’horn-boud dirâg arc’h kévredigez ann Aotrou.
7. Enn deiz-zé David a lékéaz Asaf da brin̄s, évit meûli ann Aotrou.
8. Meûlit ann Aotrou, ha galvit hé hanô ; brudit hé ôberiou é-kreiz ar boblou.
9. Kanit-hén̄, ha sonit-hén : ha livirit hé holl vurzudou.
10. Meûlit hé hanô san̄tel : r’en em laouénai kaloun ar ré a glask ann Aotrou.
11. Klaskit ann Aotrou hag hé ners ; klaskit bépréd hé zremm.
12. Hô pézet koun eûz ar burzudou en deûz gréat, eûz hé arouésiou hag eûz a varnédigésiou hé c’hénou,
13. C’houi, gwenn Israel, hé zervicher ; c’houi mipien Jakob, dilennet gan̄t-han̄.
14. Hén̄ eo ann Aotrou, hon Doué : hé varnédigésiou a zô enn douar holl.
15. Hô pézet koun da-vikenn eûz hé gévrédigez hag eûz ar gér en deûz gourc’hémennet évit mil rumm ;
16. En deûz rôet da Abraham : hag en deûz touet da Izaak ;
17. En deûz lékéat da lézen da Jakob, ha da gévrédigez peûr-baduz da Israel,
18. O lavarout : D’id é rôinn douar Kanaan, évit korden da zigwéz.
19. Edon̄t neûzé dibaot, dister, ha diavésidi énô.
20. Hag hî a dréménaz eûz a eur vrôad enn eur vrôad all, eûz a eur rouan̄télez enn eur bobl all.
21. Na lézaz hini é-béd da heskina anézhô ; hôgen rouéed zô-kén a gastizaz enn-abek d’ézhô,
22. O lavarout : Na likit két hô taouarn war va éôliet, ha na rît két a zrouk d’am proféded.
23. Kanit ann Aotrou, holl zouar : embannit bemdez ar zilvidigez en deûz rôet. (T).
24. Embannit hé c’hloar é-kreiz ar brôadou, hag hé vurzudou é-kreiz ann holl boblou.
25. Râg ann Aotrou a zô braz ha da véza meûlet meûrbéd ha da véza doujet dreist ann holl zouéed.
26. Râg holl zouéed ar boblou a zô idolou ; hôgen ann Aotrou en deûz gréat ann én̄vou.
27. Gloar ha meûrdez a zô dira-z-han̄ ; ners ha lévénez el léac’h m’éma.
28. Tiadou ar boblou, digasit d’ann Aotrou ; digasit d’ann Aotrou ar gloar hag ann ners.
29. Rôit ar c’hloar d’ann Aotrou ha d’hé hanô, grîd eur sakrifiz, ha deûit dira-z-han̄ : hag azeûlit ann Aotrou gan̄d eunn doujan̄s san̄tel.
30. Ra grénô ann douar holl dira-z-han̄ : râg hén̄ eo en deûz diazézet ha startéet ar béd.
31. R’en em laouénai ann én̄vou, ha ra dridô ann douar ; ha ra vézô lavaret é-touez ar brôadou : Réna a râ ann Aotrou.
32. Ra drouzô ar môr ha kémen̄d a zô enn-han̄ : r’en em laouénai ar mesiou ha kémen̄d a zô enn-hô.
33. Neûzé gwéz ar c’hoajou a ganô meûleûdiou dirâg ann Aotrou.
34. Meûlit ann Aotrou, ô véza ma eo mâd ; ô véza ma eo peûr-baduz hé drugarez.
35. Ha livirit : Salv ac’hanomp, Doué hor Saiver ; ha stroll ac’hanomp, hag hon tenn eûz a greiz ar brôadou, évit ma veûlimp da hanô san̄tel, ha ma en em laouénaimp gan̄d da ganaouennou.
36. Ra vézô benniget ann Aotrou, Doué Israel, a vréma da-vikenn ; ha ra lavarô ann holl bobl : Amen ; ha ra ganô meûleûdiou ann Aotrou.
37. David éta a lézaz énô dirâg arc’h kévrédigez ann Aotrou, Asaf hag hé vreûdeûr, évit ma servichfen̄t dirâg ann arc’h bemdez ha pép-hini d’hé drô.
38. Hôgen lakaad a réaz Obédédom hag hé vreûdeûr, eiz ha tri-ugen̄t ; hag Obédédom, mâb Iditun, hag Hosa a lékéaz da borsierien.
39. Lakaad a réaz ivé Sadok da vélek, hag hé vreûdeûr da véleien dirâk tabernakl ann Aotrou, el léac’h uc’hel a oa é Gabaon.
40. Évit ma kennigchen̄t sakrifisou-losk d’ann Aotrou, war aoter ar sakrifisou-losk, bépréd, diouc’h ar min̄tin ha diouc’h ar pardaez, hervez kémen̄d a zô skrivet el lézen en deûz gourc’hémennet ann Aotrou da Israel.
41. Goudé Sadok é oa Héman, hag Iditun, hag ar ré all péré a oa bét dilennet, pép-hini diouc’h ma oa hanvet évit meûli ann Aotrou, ô véza ma eo peur-baduz hé drugarez.
42. Héman̄ hag Iditun a zoné ivé gan̄d ar c’horn~boud, hag a c’hoarié gan̄d ar simbalou, ha gan̄d ar binviou all, évit kana meûleûdiou Doué : hôgen mipien Iditun a lékéaz da borsierien.
43. Hag ann holl bobl a zistrôaz d’hé dî hé-unan ; ha David ivé, évit binnisien hé dî.
1. Hôgen pa choumé David enn hé dî hé-unan, é lavaraz da Natan ar profed : Chétu é choumann enn eunn tî sedr ; hôgen arc’h kévrédigez ann Aotrou a zô dindân krec’hin.
2. Ha Natan a lavaraz da Zavid : Grâ kémen̄d a zô enn da galoun, râk Doué a zô gan-éz.
3. Hôgen enn nôz-zé é teûaz gér Doué da Natan, ô lavarout :
4. Kéa, ha komz oud David, va zervicher : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Na zavi két a dî d’in évit choum enn-han̄.
5. Râk n’ounn két bét choumet enn eunn ti, adaleg ann amzer é péhini em eûz tennet Israel eûz ann Éjipt, bétég-henn ; hôgen bépréd ounn éat eûz a eunn tabernakl da eunn tabernakl all, eûz a eunn telt da eunn telt all,
6. Pa choumenn é-touez Israel holl. Ha komzet em eûz-mé biskoaz oud hini eûz a varnerien Israel, da béré em bôa gourc’hémennet mésa va fobl, ha lavaret em eûz-mé d’ézhô : Pérâk n’hoc’h eûz-hu két savet eunn tî sedr d’in ?
7. Bréma éta é liviri da Zavid, va zervicher : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Mé em eûz da géméret, pa oaz ô peûri ar chatal, évid da lakaad da réna war va fobl Israel.
8. Ha mé a zô bét gan-éz é pé léac’h-bennâg ma éc’h eûz kerzet, ha lazet em eûz da holl énébourien dira-z-oud, hag em eûz gréat d’id eunn hanô ker brâz hag hini ar ré vrasa a zô bét brudet war ann douar.
9. Ha rôet em eûz eul léac’h d’am fobl Israel ; startéet é vézô, hag é choumô enn-han̄, ha na vézô két kéflusket pelloc’h : ha mipien ar fallagriez n’hô gwaskin̄t mui, ével m’hô deûz gréat ken̄t,
10. Abaoé ann deisiou é péré em eûz rôet barnérien d’am fobl Israel, hag em eûz izéléet da holl énébourien. Diskléria a rann éta d’id pénaoz ann Aotrou a dlé sével da dî.
11. Ha pa vézô leûniet da zeisiou gan-éz, ha pa vézi éat gan̄t da dadou, mé a zavô unan eûz da wenn da-c’houdé, hag hen a vézô eûz da vipien ; ha krétaat a rinn hé rouan̄télez.
12. Hén̄ eo a zavô eunn tî d’in ; ha mé a stardô hé drôn da vikenn.
13. Mé a vézô tâd d’ézhan̄, hag hén̄ a vézô mâp d’in ; ha na denninn két va zrugarez diout-han̄, ével ma em eûz hé zennet diouc’h ann hini a zô bét enn da raok.
14. Ha mé hel lakai em zî hag em rouan̄télez da vikenn ; hag hé drôn a vézô stard-brâz da vikenn.
15. Hervez ann holl c’heriou-zé, hag hervez ann holl wélédigez-zé, é komzaz Natan ouc’h David.
16. Ha pa oé deûet ar roué David, ha pa choumé enn hé za (T) dirâg ann Aotrou, é lavaraz : Piou ounn-mé, ô Aotrou Doué, ha pétrâ eo va zî, ma rî kémen̄t-sé d’in ?
17. Hôgen kémen̄t-sé a zô bét nébeût a drâ dirâk da zaoulagad ; râk-sé éc’h eûz komzet diwar-benn tî da zervicher bétég enn amzer da-zon̄t : hag éc’h eûz va lékéat da véza brudet-brâz dreist ann dûd all, Aotrou Doué.
18. Pétrâ a hell c’hoaz da lavarout David, pa éc’h eûz ével-sé énoret da zervicher, ha ma éc’h eûz hé anavézet ?
19. O Aotrou, enn abek d’as servicher, hag hervez da galoun éc’h eûz gréat ann holl draou vrâz-zé, hag eo bét fellet d’id é vé anat ann holl vurzudou.
20. O Aotrou, n’eûz hini all hén̄vel ouz-id : ha n’eûz Doué all néméd-oud, é-touez ar ré holl a béré hon eûz klevet hanô gan̄d hon diskouarn.
21. Ha béz’ éz eûz eunn all, hén̄vel oud da bobl Israel, pobl dispar war ann douar, étrézé péhini eo éat Doué évid hé dieûbi, hag hé lakaad da bobl d’ézhan̄, hag évit pellaad dré hé c’halloud ha dré ann heûz, ann holl vrôadou a zirâg ann hini en dôa tennet eûz ann Éjipt ?
22. Ha té éc’h eûz lékéat da bobl Israel da bobl d’id da vikenn ; ha té, Aotrou, a zô deûet da Zoué d’ézhô.
23. Bréma éta, ô Aotrou, ra vézô startéet da vikenn ar gér éc’h eûz lararet diwar-benn da zervicher, ha diwar-benn hé dî ; grâ ével ma éc’h eûz lavaret.
24. Ra choumô da hanô, ha ra vézô meûlet da vikenn ; ha ra vézô lavaret : Aotrou ann arméou eo Doué Israel, ha tî David, hé zervicher, a zô stard dira-z-han̄.
25. Râk té eo, Aotrou va Doué, éc’h eûz rôet da anaout d’as servicher pénaoz é savchez eunn tî d’ézhan̄ ; ha dré-zé da zervicher en deûz kavet fisian̄s évit pidi dira-z-oud.
26. Bréma éta, Aotrou, té a zô Doué ; ha té eo éc’h eûz lavaret ann traou mâd-zé d’as servicher.
27. Ha deûet oud da vinnisien tî da zervicher, évit ma vézô bépréd dira-z-oud : râk ma her bennigez, ô Aotrou, é vézô benniget da vikenn.
1. Hôgen goudé-zé é c’hoarvézaz pénaoz David a dréc’haz hag a izéléaz ar Filistined, hag a géméraz Gét hag hé bourc’hiou eûz a zaouarn ar Filistined.
2. Tréc’hi a réaz ivé Moab, hag ar Voabited a zeûaz da zervicherien da Zavid, hag a baéaz gwiriou d’ézhan̄.
3. David enn amzer-zé a dréc’haz ivé Adarézer, roué Soba, é brô Hémat, pa gerzé évit astenna hé rouan̄télez béte ster Eufrates.
4. David éta a géméraz d’ézhan̄ mil karr, ha seiz mil marc’hek, hag ugen̄t mil dén war droad ; hag hén̄ a drouc’haz nervennou kézeg ar c’hirri, némét kan̄t stern a viraz évit-han̄.
5. Hôgen Siried Damas a zeûaz évit ken-nerza Adarézer, roué Soba ; ha David a lazaz daou vil dén war-n-ugen̄t anézhô.
6. Lakaad a réaz ivé soudarded é Damas, évit ma teûjé ar Siria dindân hé c’halloud ha ma paéjé gwiriou d’ézhan̄. Hag ann Aotrou a skoazellaz anézhan̄ é kémen̄t léac’h ha m’az éaz.
7. David a géméraz ivé ann tron̄son aour hô dôa servicherien Adarézer, hag hô c’hasaz da Jérusalem.
8. Digas a réaz ivé eûz a Débat hag eûz a C’hun, keriou a ioa da Adarézer, eul lôd brâz a arem, gan̄t péhini é réaz Salomon ar môr arem, hag ar peûliou, ha listri arem.
9. Pa glévaz Tou, roué Hémat, pénaoz en dôa David tréc’het holl armé Adarézer, roué Soba,
10. É kasaz Adoram, hé vâb, étrézég ar roué David, évit goulenn ar péoc’h digan̄t-han̄, hag évid diskouéza hé lévénez d’ézhan̄, ô véza m’en dôa kannet ha tréc’het Adarézer ; râk Tou a oa énébour da Adarézer.
11. Hôgen ar roué David a wéstlaz d’ann Aotrou ann holl listri aour, hag archan̄t, hag arem, gan̄d ann arc’han̄t hag ann aour en dôa kéméret war ann holl boblou, kenn war ann Iduméed, hag ar Voabited, ha mipien Ammon, kenn war ar Filistined hag ann Amalékited.
12. Abisai, mâb Sarvia, a dréc’haz ivé triouec’h mil Iduméad é traon̄ien ar C’hoalen.
13. Hag hén̄ a lékéaz eur gward é Édom, évit lakaad ann Iduméa dindân galloud David ; hag ann Aotrou a ziwallaz David é kémen̄t léac’h ha m’az éaz.
14. David éta a rénaz war Israel holl, hag hén̄ a varnaz gan̄t reiz hé holl bobl.
15. Joab, mâb Sarvia, a oa é penn ann armé, ha Josafat, mâb Ahilud, a oa mirer ar ziellou.
16. Ha Sadok, mâb Akitob, hag Akimélek, mâb Abiatar, a oa béleien-vrâz ; ha Susa a oa skrivañer.
17. Banaias, mâb Joiada, a ioa é penn ar Sérétied hag ar Félétied ; hôgen mipien David a oa ar ré gen̄ta é-kichen ar roué. (T).
1. Hôgen c’hoarvézoud a réaz pénaoz Naas, roué mipien Ammon, a varvaz ; hag hé vâb a rénaz enn hé léac’h.
2. Ha David a lavaraz : Mé a rai trugarez é-kén̄ver Hanon, mâb Naas ; râg hé dâd en deûz gréat trugarez em c’hén̄ver. David éta a gasaz kannaded évid dizoania anézhan̄ diwar-benn marô hé dâd. Hôgen pa oé deûet ar ré-man̄ é brô mipien Ammon évid dizoania Hanon,
3. Prin̄sed mipien Ammon a lavaraz da Hanon : Té a gred martézé pénaoz eo évid énori da dâd hag évid da zizoania en deûz David kaset tûd étrézég enn-oud ; ha na wélez két pénaoz n’eo deûet hé zervicherien néméd évit spia da vrô, sellout-pîz out-hî, hag he anaoud ervâd ?
4. Hanon éta a douzaz penn ha barô servicherien David, hag a drouc’haz hô saéou adaleg hô réor bétég ann treid, hag hô c’hasaz-kuît.
5. Pa oé éat ar ré-man̄ kuît, ha p’hô dôé rôet da anaout kémen̄t-sé da Zavid, é kasaz-hén̄ d’hô diambrouga (râg eunn dismégan̄s vrâz a oa c’hoarvézet gan̄t-hô) ; hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ézhô choum é Jériko, kén na vijé kresket hô barô, ha distrei goude-zé.
6. Hôgen mipien Ammon, kenn Hanon, kenn ann holl bobl, ô wélout pénaoz hô dôa gréat dismégan̄s da Zavid, a gasaz mil talan̄t arc’han̄t, évid digas kirri ha marc’heien eûz ar Mésopotamia, eûz ar Siria-Maac’ha, hag eûz a Zoba.
7. Hag hî a zigasaz gan̄t-hô daou vil karr ha trégon̄t, ha roué Maac’ha gan̄d hé bobl. Pa oé deûet ar ré-man̄, e steñchon̄t hô c’hamp dirâk Médaba. Mipien Ammon ô véza ivé en em zastumet eûz hô c’heriou, a zeûaz d’ar brézel.
8. Pa glévaz David kémen̄t-sé, é kasaz Joab gan̄d hé wella brézélidi.
9. Ha mipien Ammon ô véza deûet er-méaz, a reizaz hô armé é-tâl dôr kéar ; hag ar rouéed a oa deûet d’hé skoazia en em lékéaz enn eil dû er mésiou.
10. Joab éta ô wélout pénaoz é oa daré da véza taget araog hag adré, a réaz eunn dibab é-touez ar ré galounéka eûz a Israel holl, hag é kerzaz a-éneb ar Siried.
11. Ar ré all eûz ar bobl a oé lékéat dindân galloud Abisai hé vreûr (T) ; hag hî a gerzaz a-énep mipien Ammon.
12. Hag hén̄ a lavaraz : Mar béz ar Siried tréac’h d’in, é ken-nerzi ac’hanoun ; hôgen mar béz tréac’h mipien Ammon d’id, mé a gen-nerzo ac’hanod.
13. Kalounéka, ha stourmomp stard évid hor bobl hag évit keriou hon Doué ; hag ann Aotrou a rai ar péz a zô mâd dira-z-han̄.
14. Joab éta, hag ar bobl a oa gan̄t-han̄, a stourmaz a-énep ar Siried, hag hô lékéaz da déc’hi.
15. Hôgen pa wélaz mipien Ammon pénaoz é oa téc’het ar Siried, é tec’hchon̄t ivé dirâg Abisai hé vreûr, hag éz éjon̄t ébarz ar géar ; ha Joab a zistrôaz ivé da Jéruzalem.
16. Pa wélaz ar Siried pénaoz é oan̄t bét tréc’het dirâg Israel, é kaschon̄t kannaded évid digas ar Siried a oa enn tû all d’ar ster : Sofac’h, prin̄s armé Adarézer, a oa é penn d’ézhô.
17. Pa glévaz David kémen̄t-sé, é strollaz holl armé Israel, é treûzaz ar Jourdan, en em daolaz war-n-ézhô, hag é reizaz hé armé enn hô énep, é-pâd ma stourmen̄t kaer.
18. Hôgen ar Siried a déc’haz dirâg Israel ; ha David a dréc’haz seiz mil dén war girri, ha daou-ugen̄t mil war droad, gan̄t Sofac’h, prin̄s ann armé.
19. Pa wélaz servicherien Adarézer pénaoz é oan̄t bét trec’het gan̄d Israel, en em lékéjon̄t a dû gan̄d David, hag é servichchon̄t anézhan̄ ; hag a neûzé ar Siried na rôaz mui a skoazel da vipien Ammon.
1. Hôgen a-benn eur bloaz, enn amzer ma eo boazet ar rouéed mon̄d d’ar brézel, Joab a strollaz eunn armé eûz ar ré galounéka eûz ar vrézélidi ; hag hén̄ a wastaz brô mipien Ammon : hén̄ a gerzaz hag a c’hrounnaz Rabba. Hôgen David a choumaz é Jéruzalem, é-pâd ma stourmé Joab out Rabba ; hag hén̄ a géméraz anézhi.
2. Neûzé David a géméraz kurunen Melc’hom diwar hé benn, hag é kavaz enn-hi ar poéz eûz a eunn talan̄t aour, ha mein talvouduz-brâz, hag é réaz gan̄t-hi eunn taled-roué évit-han̄ : kalz a breiz a géméraz c’hoaz er géar-zé.
3. Kâs a réaz er-méaz ann dûd a oa enn-hi ; hag é lékéaz da dréménout war-n-ézhô traénellou, ha kirri gan̄t bégou ha lavnennou houarn, évid hô dispenna hag hô frika : ével-sé é réaz David da holl geriou mipien Ammon ; hag é tistrôaz gan̄d ann holl bobl da Jéruzalem.
4. Goudé-zé é savaz brézel é Gazer a-éneb ar Fiiistined : énô eo é lazaz Soboc’hai ann Husatiad, Safai eûz a wenn al lan̄gouinéged, hag hén̄ a vézékaaz anézhô.
5. Eur brézel all a oé gréat a-éneb ar Filistined, é péhini Élébanan, mâb Jair eûz a Vétléhem, a lazaz eur breûr da C’haliat eûz a C’het, péhini en dôa eur fust-gwâf ével karvan ar wiaderien.
6. Eur brézel all a c’hoarvézaz é Get, é péhini en em gavaz eunn dén brâz direiz, péhini en doa c’houec’h biz, da lavaroud eo, pévar war-n-ugen̄t enn holl. Hé-man̄ a oa ivé ganet eûz a wenn al lan̄gouinéged.
7. Hé-man̄ a gunuc’hé Israel ; ha Jonatan, mâb Samaa, breûr David, a lazaz anézhan̄. Ar ré-zé eo mipien al lan̄gouinéged é Get, péré a gouézaz dindân dourn David, ha dindân dourn hé zervicherien.
1. Hôgen Satan a zavaz a-éneb Israel, hag hén̄ a zougaz David da nivéri Israel.
2. Ha David a lavaraz da Joab ha da brin̄sed ar bobl : It, ha nivérit Israel adalek Bersabé bété Dan ; ha digasit d’in ann niver anézhan̄, évit ma hé anavézinn.
3. Ha Joab a lavaraz : Ra greskô ann Aotrou hé bobl kan̄t gwéach kémen̄t ha ma’z eo ; ha n’in̄t két holl da zervicherien, ô aotrou va roué ? Pérâg é klask va aotrou kémen̄t-sé, hag a vézô tamallet da béc’hed da Israel ?
4. Hôgen lavar ar roué a oé tréac’h ; ha Joab a iéaz-kuît, hag a réaz ann drô eûz a Israel ; hag a zistrôaz da Jéruzalem.
5. Hag hén̄ a rôaz da Zavid ann niver eûz ar ré en dôa gwélet enn hé drô ; hag é oé kavet é holl Israel unnék kan̄t mil dén hag a zougé klézé ; hag é Juda pévar c’han̄t mil dék mil ha tri-ugen̄t dén-a-vrézel.
6. Hôgen na nivéraz két Lévi ha Ben̄jamin ; râk Joab a réa gan̄d érez gourc’hémenn ar roué.
7. Ar gourc’hémenn-zé a zisplijaz da Zoué ; hag hén̄ a skôaz war Israel.
8. Ha David a lavaraz da Zoué : Gwall béc’het em eûz, oc’h ôber kémen̄t-sé. Distol, mé az péd, ar fallagriez-zé d’as servicher, ô véza ma em eûz hé gréat gan̄d diboell.
9. Hag ann Aotrou a gomzaz out Gad, gwéler David, ô lavarout :
10. Kéa, ha komz oud David, ha lavar d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Tri zra a rôann d’id da zilenna ; dilenn ann hini a giri, ha mé hé rôi d’id.
11. Ha pa oé deûet Gad da gavoud David, é lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Dilenn ar péz a giri :
12. Pé tri bloaz naounégez ; pé tri miz ô tec’hout é-râok da énébourien, hép ma helli pellaad diouc’h hô c’hlézé ; pé tri dervez dindân klézé ann Aotrou, ha dindân ar vosen a gouézô war da vrô, dindân éal ann Aotrou péhini a gasô ar marô dré holl harzou Israel ; hôgen bréman̄ gwél pétrâ a respoun̄tinn d’ann hini en deûz va digaset.
13. Ha David a lavaraz da C’had : A bép tû ounn gwasket gan̄d ann an̄ken ; hôgen gwell eo gan-en kouéza étré daouarn ann Aotrou, ô véza ma eo brâz hé vadélez, égét kouéza étré daouarn ann dûd.
14. Ann Aotrou a gasaz éta ar vosen war Israel ; hag é varvaz eûz a Israel dék mil dén ha tri-ugen̄t mil.
15. Kâs a réaz ivé eunn éal da Jéruzalem évid hé gwasta ; ha pa oé gwastet gan̄t-han̄, é sellaz ann Aotrou, hag en dôé truez oud eunn drouk ker brâz ; hag é lavaraz d’ann éal a wasté : A-walc’h eo, dalc’h da zourn. Hôgen éal ann Aotrou a oa deûet bété leûr Ornan ar Jébuséad.
16. Ha David ô sével hé zaou-lagad, a wélaz éal ann Aotrou péhini a oa enn hé zâ étré ann én̄v hag ann douar, ha gan̄t-han̄ eur c’hlézé noaz enn hé zourn, ha trôet out Jéruzalem. Ha David hag ann hénaoured gwisket gan̄t saéou-reûn, en em daolaz d’ann douar war hô génou.
17. Ha David a Iavaraz da Zoué : Ha né két mé eo em eûz lavaret nivéri ar bobl ? Mé eo em eûz péc’het ; mé eo em eûz gréat ann drouk ; hôgen ann dén̄ved-man̄, pétrâ hô deûz-hi dellézet ? Aotrou, va Doué, trô da zourn, mé az péd, war-n-oun ha war dî va zâd ; hôgen na skô két war da bobl.
18. Neûzé éal ann Aotrou a c’hourc’hémennaz da C’had ma lavarché da Zavid piña ha sével eunn aoter d’ann Aotrou Doué é leûr Ornan ar Jébuséad.
19. David éta a biñaz dî, hervez lavar Gad, péhini en dôa komzet out-han̄ é hanô ann Aotrou.
20. Hôgen Ornan, hag hé bévar mâb a oa gan̄t-han̄, ô véza savet hô daoulagad, hag ô véza gwélet ann éal gan̄t-hô, en em guzaz ; râg er préd-zé édon̄t ô tourna ar gwiniz.
21. P’az éa éta David étrézég Ornan, Ornan her gwélaz, hag ô véza éat er-méaz eûz hé leûr évid hé ziambrouga, en em daolaz d’ann douar war hé c’hénou dira-z-han̄.
22. Ha David a lavaraz d’ézhan̄ : Rô d’in léac’h da leûr, ma savinn enn-han̄ eunn aoter d’ann Aotrou ; enn hévélep doaré ma rôinn d’id ar péz a dâl, ha mac’h éhanô ar gouli diwar va fobl.
23. Hag Ornan a lavaraz da Zavid : Kémer, ha graet ann aotrou, va roué, ével ma karô ; ha mé a rô ann éjenned évid ar sakrifiz-losk, ann traénellou évid ar c’heûneûd, hag ar gwiniz évid ar boéd-kennig ; kémen̄t-sé a rôinn a galoun vâd.
24. Hag ar roué David a lavaraz d’ézhan̄ : Na vézô két gréat ével-sé ; hôgen mé a rôi d’id ar péz a dâl ; râk na dléann két tenna diouz-id ar péz a gennigfenn d’ann Aotrou é sakrifiz-losk goudé ma vé bét rôet d’in.
25. David a rôaz éta da Ornan évid al léac’h c’houec’h kan̄t sikl aour poéz mâd.
26. Hag énô é savaz eunn aoter d’ann Aotrou, hag é kennigaz sakrifisou-losk hag hostivou a béoc’h, hag é c’halvaz ann Aotrou, péhini a zélaouaz anézhan̄ hag a gasaz tân eûz ann én̄v war aoter ar sakrifiz-losk.
27. Hag ann Aotrou a c’hourc’hémennaz d’ann éal : hag hé-man̄ a lékéaz hé glézé enn hé c’houin.
28. Râk-tâl éta David, ô wélout pénaoz en dôa ann Aotrou sélaouet anezhan̄ é leûr Ornan ar Jébuséad, a lazaz énô viktimou.
29. Hôgen tabernakl ann Aotrou, ann hini en dôa gréat Moizez enn distrô, hag aoter ar sakrifisou losk, a oa enn amzer-zé é léac’h-uc’hel Gabaon.
30. Ha David na hellaz két mon̄t bétég ann aoter, évit pédi Doué énô ; râk gwall spoun̄tet é oa bét ô wélout klézé éal ann Aotrou.
1. Ha David a lavaraz : Hé-man̄ eo tî Doué, hag hé-man̄ eo aoter sakrifisou Israel.
2. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz strolla ann holl ziavésidi a ioa é douar Israel ; hag é kéméraz lôd anézhô évit béna ha kompéza mein da zével tî Doué.
3. David a aozaz ivé kalz a dachou houarn évid ann ôriou, hag évid ar frammou all ; hag eul lôd diniver a arem.
4. Tûd Sidon ha Tir a gasaz ivé da Zavid kalz a goat sedr.
5. Ha David a lavaraz : Salomon, va mâb, a zô c’hoaz eur bugel iaouan̄k ha gwân ; hag ann tî a fell d’in a vé savet d’ann Aotrou, a dlé béza ker kaer, ma vézô gréat mének anézhan̄ enn holl vrôiou : mé a aozô éta kémen̄d ha ma vézô réd. Ha dré-zé éc’h aozaz abarz hé varô kémen̄d ha ma oa réd.
6. Hag hén̄ a c’halvaz Salomon hé vâb, hag a c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ sével eunn tî d’ann Aotrou, Doué Israel.
7. Ha David a lavaraz c’hoaz da Zalomon : Va mâb, va ioul é oa sével eunn tî é hanô ann Aotrou, va Doué ;
8. Hôgen gér ann Aotrou en deûz komzet ouz-in, ô lavarout : Kalz a c’hoad éc’h eûz skuḻet, ha kalz a vrézéliou éc’h eûz gréat ; na helli két sével eunn tî em hanô, pa éc’h eûz skuḻet kémen̄d a c’hoad dira-z-oun :
9. Ar mâb a vézô ganet d’id a vézô eunn dén sioul-brâz. Ha mé hel lakai da gaout éhan digan̄d hé holl énébourien trô-war-drô ; ha dré-zé eo é vézô hanvet dén a béoc’h ; ar péoc’h hag ann éhan a rôinn é Israel a-héd hé holl zeisiou.
10. Hén̄ eo a zavô eunn tî em hanô ; hag hén̄ a vézô da vâb d’in, ha mé a vézô da dâd d’ézhan̄. Ha mé a startai trôn hé rouan̄télez war Israel da vikenn.
11. Bréma éta, va mâb, ra vézô ann Aotrou gan-éz, ha béz euruz, ha sâv eunn tî d’ann Aotrou da Zoué, ével ma en deûz hé lavaret diwar da benn.
12. Ra rôi ivé ann Aotrou d’id ar furnez hag ar skian̄t-vâd, évit ma helli réna Israel ha mirout lézen ann Aotrou, da Zoué.
13. Râk na helli két kerzout ervâd, ma na virez két hé c’hourc’hémennou, hag ar barnédigézou en deûz ann Aotrou kémennet da Voizez da zeski da Israel. En em gréva ha béz kalounek ; n’az péz két a aoun nag a zaouzan.
14. Chétu mé em paouren̄tez em eûz aozet ar péz a zô réd évit tî ann Aotrou ; kan̄t mil talan̄t aour, ha mil war vil talan̄t arc’han̄t ; hag eul lod arem hag houarn diboéz ha diniver ; koat ha mein em eûz aozet évit kémen̄d a zô réd.
15. Béz’ éc’h eûz ivé kalz ôbérourien, men̄gleûzierien, ha masounerien, ha kilvizien, hag a béb ôbérour mâd,
16. Enn aour, hag enn arc’han̄t, hag enn arem hag enn houarn, hép ma helleur hô nivéri. Saô éta, ha labour, hag ann Aotrou a vézô gan-éz.
17. David a c’hourc’hémennaz ivé da holl brin̄sed Israel skoazella Salomon, hé vâb.
18. Gwéloud a rîd, émé-z-han̄, pénaoz éma ann Aotrou hô Toué gan-é-hoc’h, pénaoz en deûz rôet ar péoc’h d’é-hoc’h war hô trô ; pénaoz en deûz lékéat hoc’h énébourien étré hô taouarn ; ha pénaoz eo lékéat ann douar dindân galloud ann Aotrou, ha dindân galloud hé bobl.
19. Aozid éta hô kalounou hag hoc’h énéou évit klask ann Aotrou, hô Toué. Savit holl, ha grîd eur san̄tuar d’ann Aotrou Doué, evit ma vézô kaset arc’h kévrédigez ann Aotrou, hag al listri gwéstlet d’ézhan̄, enn tî a dléeur da zével é hanô ann Aotrou.
1. Pa oé deûet David da véza kôz ha leûn a zeisiou, é lékéaz Salomon, hé vâb, da roué war Israel.
2. Hag hén̄ a strollaz holl brin̄sed Israel, hag ar véleien hag al Lévited.
3. Hag al Lévited a oé nivéret adalek trégon̄t vloaz hag ouch-penn ; hag é oé kavet eiz mil den ha trégon̄t mil.
4. Eûz ar ré-zé é oé dilennet pévar mil war-n-ugen̄t étré péré é oé rannet kargou tî ann Aotrou ; hag eûz ar vérerien hag eûz ar varnerien c’houec’h mil.
5. Ha pévar mil porsier, ha kémen̄d all a ganerien péré a veûlé ann Aotrou war ar binviou en dôa gréat David évid hé veûli.
6. Ha David hô rannaz holl é-touez bugalé Lévi, da lavaroud eo Gerson, ha Kaat, ha Mérari.
7. Mipien Gerson : Léédan, ha Séméi.
8. Mipien Léédan : Jahiel ar c’hen̄ta, ha Zétan, ha Joel, trî.
9. Mipien Séméi : Salomit, hag Hosiel, hag Aran, trî ; ar ré-man̄ eo ar pennou eûz a diadou Léédan.
ld. Hôgen mipien Séméi : Léhet, ha Ziza, ha Jaus, ha Baria ; ar ré-zé eo pévar mâb Séméi.
11. Hôgen Léhet a oa ar c’hen̄ta, ha Ziza ann eil : Jaus ha Baria n’hô dôé két némeûr a vugalé ; ha dré-zé é oen̄t nivéret enn eunn tiad hag enn eunn tî hép-kén.
12. Mipien Kaat : Amram, hag Isaar, hag Hébron, hag Oziel ; pévar.
13. Mipien Amram : Aaron ha Moizez ; hôgen Aaron a oé rannet, hén̄ hag hé vipien, évit servicha é san̄t ar zen̄t da-vikenn, évit kenniga ann ézan̄s d’ann Aotrou hervez hé lîd, hag évit binnisien hé hanô da-vikenn.
14. Mipien Moizez, ann dén Doué, a oé ivé nivéret é breûriez Lévi.
15. Mipien Moizez : Gersom hag Éliézer.
16. Mipien Gersom : Subuel ar c’hen̄ta.
17. Mipien Éliézer : Rohobia ar c’hen̄ta ; hag Éliézer n’en dôé mâb all é-béd : hôgen Rohobia en dôé kalz a vipien.
18. Mipien Isaar : Salomit ar chen̄ta.
19. Mipien Hébron : Jériau ar chen̄ta, Amarias ann eil, Jahaziel ann trédé, Jekmaam ar pevaré.
20. Mipien Oziel : Mic’ha ar c’hen̄ta, Jésia ann eil.
21. Mipien Mérari : Moholi, ha Musi. Mipien Moholi : Éléazar ha Kis.
22. Hôgen Éléazar a varvaz, ha n’en dôé két a vipien, hôgen merc’hed hép-kén ; ha mipien Kis, hô c’hen̄dirvi, a zimézaz gan̄t-hô.
23. Mipien Musi : Moholi, hag Éder, ha Jérimot, trî.
24. Ar ré-zé eo mipien Lévi hervez hô c’héren̄tiézou hag hô ziadou, prin̄sed d’hô zrô, gan̄t lôd eûz a dûd all, péré a réa servich tî ann Aotrou, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn.
25. Râk David a lavaraz : Ann Aotrou, Doué Israel, en deûz rôet ar péoc’h d’hé bobl, hag hé lékéat da choum é Jéruzalem da-vikenn.
26. Na vézô mui réd d’al Lévited dougen ann tabernakl hag ann holl listri évid hé zervich.
27. Hervez divéza gourc’hémennou David, é vézô nivéret mipien Lévi adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn.
28. Hag hî a vézô dindân dourn mipien Aaron évit servich tî ann Aotrou, er porchédou, hag er c’hamprou, hag é léac’h ar glanérez, hag er san̄tuar, hag é holl gargou templ ann Aotrou.
29. Hôgen ar véleien a vézô karget eûz ar baraou kennig, eûz a sakrifiz ar bleûd, eûz ar c’houiñou dic’hoell, eûz ar fritadennou, eûz ar rôstou, eûz ann holl boésiou hag eûz ann holl feûriou.
30. Al Lévited en em gavô ivé énô diouc’h ar min̄tin évit kana meûleûdiou ann Aotrou, hag ivé diouc’h ar pardaez,
31. Kenn er sakrifisou a gennigeur d’ann Aotrou, kenn é deisiou ar sabbat, enn deisiou ken̄ta eûz ar mîz hag er gwéliou all, hervez ann niver, hag al lidou eûz a bép-trâ, ha bépréd dirâg ann Aotrou.,
32. Hag hî a virô lézennou tabernakl ar gévrédigez ha lîd ar san̄tuar, ha lézennou mipien Aaron hô breûdeûr, évit servicha é tî ann Aotrou.
1. Hôgen chétu aman̄ rannou mipien Aaron : mipien Aaron : Nadab, hag Abiu, hag Éléazar, hag Itamar.
2. Hôgen Nadab hag Abiu a varvaz abarz hô zâd, hag hep bugalé ; ha râk-sé Éléazar hag Itamar a réaz ar garg a véleien.
3. David éta hô rannaz, da lavaroud eo, Sadok eûz a vipien Éléazar, hag Ahimélec’h eûz a vipien Itamar, hervez hô zrô hag hô c’harg.
4. Hag é oe kavet muioc’h a bennou-tiez é-touez mipien Éléazar égét é-touez mipien Itamar. Ranna a réaz éta mipien Éléazar é chouézék prin̄s, pé penn-tî, ha mipien Itamar é eiz prin̄s, pé penn-tî.
5. Ranna a réaz c’hoaz pép tiad étré-z-hô dré ar sort, râk prin̄sed ar san̄tuar, ha prin̄sed Doué a oa enn-hô, kenn eûz a vipien Éléazar, kenn eûz a vipien Itamar.
6. Séméias, mâb Natanael, skrivañer eûz a vreûriez Lévi, a skrivaz hô hanô dirâg ar roué hag ar brin̄sed, ha Sadok ar bélek, hag Ahimélec’h, mâb Abiatar, ha prin̄sed tiadou ar véleien hag al Lévited : tî Éléazar, péhini a oa penn eul lôd brâz, ha tî Itamar, péhini a oa penn kalz ré all.
7. Ével-sé ar sort ken̄ta a gouézaz da Joiarib, ann eil da Jédei,
8. Ann trédé da Harim, ar pévaré da Zéorim,
9. Ar pempved da Vélc’hia, ar c’houec’hved da Vaiman,
10. Ar seizved da Akkos, ann eizved da Abia,
11. Ann naved da Jésua, ann dékved da Zéc’hénia,
12. Ann unnékved da Éliasib, ann daouzékved da Jadim,
13. Ann trizékved da Hopfa, ar pévarzékved da Isbaab,
14. Ar pemzékved da Velga, ar c’houézékved da Emmer,
15. Ar seitékved da Hézir, ann triouec’hved da Afsez,
16. Ann naon̄tékved da Fétéia, ann ugen̄tved da Hézékiel,
17. Ar c’hen̄ta war-n-ugen̄t da Jac’hin, ann eil war-n-ugen̄t da C’hamul,
18. Ann trédé war-n-ugen̄t da Zalaiau, ar pévaré war-n-ugen̄t da Vaaziau.
19. Chétu hô rann hervez hô c’hargou, pa’z éan̄t é tî ann Aotrou, hag hervez hô lîd dindân dourn Aaron, hô zâd, ével m’en dôa hé c’hourc’hémennet ann Aotrou, Doué Israel.
20. Hôgen ar ré all eûz a vipien Lévi a oé, eûz a vipien Amram, Subael, eûz a vipien Subael, Jéhédéia.
21. Eûz a vipien Rohobia, Jésias ar prin̄s.
22. Mâb Isaar, Salémot, ha mâb Salémot, Jahat.
23. Hé vâb ken̄ta Jériau, ann eil Amarias, ann trédé Jahaziel, ar pévaré Jekmaam.
24. Mâb Oziel, Mic’ha ; mâb Mic’ha, Samir.
25. Breûr Mic’ha, Jésia : mâb Jésia, Zac’harias.
26. Mipien Mérari, Moholi ha Musi. Mâb Oziau, Benno.
27. Mipien Mérari c’hoaz, goudé Oziau, Soam, ha Zac’hur, hag Hébri.
28. Mâb Moholi, Éléazar, péhini n’en dôé két a vugalé.
29. Mâb Kis, Jéraméel.
30. Mipien Musi, Moholi, Éder, ha Jérimot. Ar ré-zé eo mipien Lévi hervez tiez hô zadou.
31. Hag ar ré-man̄ a daolaz ivé d’ar sort gan̄d hô breûdeûr, mipien Aaron, dirâk David ar roué, ha Sadok, hag Ahimélec’h, ha prin̄sed tiadou ar véleien hag al Lévited, kenn ar ré vrasa, kenn ar ré zistéra : holl a oé rannet étré-z-hô kémen̄d ha kémen̄d.
1. David éta ha prin̄sed ann armé a strollaz enn hô c’hargou mipien Asaf, hag Héman, hag Iditum, évit ma c’hoarichen̄t gan̄d ann télennou, gan̄d ar saltérionou, ha gan̄d ar simbalou, pép-hini oc’h ôber hé garg hervez hé niver.
2. Eûz a vipien Asaf : Zac’hur, ha Josef, ha Natania, hag Asaréla, mipien Asaf, péhini hô lékéa da gana hervez gourc’hémenn ar roué.
3. É-kén̄ver Iditun : mipien Iditun, Godolias, Sori, Jéséias, hag Hasabias, ha Matatias, c’houéac’h, dindân dourn Iditun, hô zâd, péhini a c’hoarié war ann délen oc’h an̄savout hag ô veûli ann Aotrou.
4. Hag Héman ivé : mipien Héman, Bokkiau, Mataniau, Oziel, Subuel, ha Jérimot, Hananias, Hanani, Éliata, Geddelti ; ha Romemtiézer, ha Jesbakassa, Melloti, Otir, Mahaziot.
5. Ar ré-zé holl a oa mipien da Héman, Gwéler ar roué, péhini a veûlé galloud Doué enn hé ganaouennou ; ha Doué a rôaz da Héman pévarzék mâb ha teir merc’h.
6. Holl é oan̄t dindân dourn hô zâd évit kana é templ ann Aotrou, hag évit c’hoari gan̄t simbalou, ha saltérionou, ha télennou, da zervich tî ann Aotrou hervez gourc’hemenn ar roué, da lavaroud eo, Asaf, hag Iditun, hag Héman.
7. Hôgen ann niver eûz ar ré-man̄ gan̄d hô breûdeûr, péré a oa tûd zesket évit kana ha lakaad da gana meûleûdi ann Aotrou, a oa eûz a zaou chan̄t eiz ha pévar-ugen̄t.
8. Hag hî a daolaz d’ar sort é pép reiz, hép nép kemm, daoust pé brâz, pé bihan, daoust pé desket, pé dizesket.
9. Hag ar c’hen̄ta sort a gouézaz da Jozef, pehini a oa eûz a dî Asaf : ann eil da C’hodolias, d’ézhan̄ ha d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.
10. Ann trédé da Zakkur, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.
11. Ar pévaré da Isari, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.
12. Ar pempved da Natanias, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.
13. Ar c’houec’hved da Vokkiau, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.
14. Ar seizved da Isrééla, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.
15. Ann eizved da Jésaia, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.
16. Ann naved da Vatanias, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.
17. Ann dékved da Zéméia, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.
18. Ann unnékved da Azaréel, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.
19. Ann daouzékved da Hasabias, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.
20. Ann trizékved da Zubael, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.
21. Ar pévarzékved da Vatatias, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr : daouzék.
22. Ar pemzékved da Jérimot, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.
23. Ar c’houezékved da Hananias, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.
24. Ar seitékved da Jesbakasa, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzek.
25. Ann triouec’hved da Hanani, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.
26. Ann naon̄tékved da Velloti, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.
27. Ann ugen̄tved da Éliata, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.
28. Ar c’hen̄ta war-n-ugen̄t da Otir, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.
29. Ann eil war-n-ugen̄t da C’heddelti, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr : daouzék.
30. Ann trédé war-n-ugen̄t da Vahaziot, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék,
31. Ar pévaré war-n-ugen̄t da Romemtiézer, d’hé vipien ha d’hé vreûdeûr ; daouzék.
1. Ével-henn é oé lôdennet ar borsierien : eûz ar Goréed, Mésélémia, mâb Koré, eûz a vipien Asaf.
2. Mipien Mésélémia : Zac’harias ar c’hen̄ta-ganet, Jadihel ann eil, Zabadias ann trédé, Jatanael ar pévaré,
3. Élam ar pempved, Johanan ar c’houec’hved, Elioénai ar seizved.
4. Mipien Obédédom : Séméias ar c’hen̄ta-ganet, Jozabad ann eil, Joaba ann trédé, Sac’har ar pévaré, Natanael ar pempved,
5. Ammiel ar c’houec’hved, Issakar ar seizved, Follati ann eizved : râg ann Aotrou a vennigaz anézhan̄.
6. Hôgen Séméi, hé vâb, en dôé kalz mipien, péré a oé da benn war hô ziadou : râg hî a oa tûd kré-meûrbéd.
7. Mipien éta Séméi : Otni, ha Rafael, hag Obed, Elzabad, hag hé vreûdeûr, tûd kré-meûrbéd ; hag ivé Éliu, ha Samac’hias.
8. Ar ré-man̄ holl a oa mipien da Obédédom : hî, hô mipien hag hô breûdeûr a oa tud kré-meûrbéd évid hô c’harg ; daou ha tri-ugen̄t eûz a Obédédom.
9. Mipien Mésélémia hag hô breûdeûr, tûd kré-meûrbéd, hag hî triouec’h.
10. Hôgen eûz a Hosa, da lavaroud eo, eûz a vipien Mérari : Semri ar prin̄s (râk né oa két ar c’hen̄ta-ganet, hôgen hé dâd en dôa hé lékéat da benn),
11. Helsias ann eil, Tabélias ann trédé, Zac’harias ar pévaré ; ar ré-zé holl mipien pé breûdeûr da Hesa ; trizék.
12. Ével-sé é oa lôdennet ar borsierien, enn hévélep doaré ma zerviché bépréd prin̄sed ar gwardou, ével hô breûdeûr, é tî ann Aotrou.
13. Taolet é oé éta d’ar sort, hép nép kemm, é-touez ar ré vihan, hag é-touez ar ré vrâz enn holl ziadou, évit pép pors.
14. Sort pors ar sâv-héol a gouézaz éta da Zélémia ; hag hini ann han̄ter-nôz a gouézaz da Zac’harias, hé vâb, dén fûr-brâz ha desket-mâd.
15. Da Obédédom ha d’hé vipien, hini ar c’hrésteiz é péléac’h édô kuzul ann hénaoured.
16. Da Zéfim ha da Hosa, hini ar c’hûs-héol, war-zû ar pors a gâs d’ann hen̄t a bîñ ; gward ouc’h gward.
17. War-zù ar sâv-héol éz oa c’houéac’h Lévit : hag oud ann han̄ter-nôz, pévar a-héd ann deiz ; hag oud ar c’hrésteiz, pévar ivé a-héd ann deiz ; hag el léac’h ma édô ar c’huzul, daou ha daou.
18. Hag é lôjou ar borsierien war-zû ar c’hûs-héol, pévar war ann hen̄t, ha daou dré bép lôj.
19. Chétu lôdennou ar borsierien, eûz a vipien Koré ha Mérari.
20. Hôgen Ac’hias a oa da vérer war den̄zoriou tî Doué ha war al listri sakr.
21. Mipien Lédan, mipien Gersonni : eûz a Lédan, prin̄sed ann tiadou, Lédan, ha Gersonni, ha Jéhiéli.
22. Mipien Jéhiéli : Zatan ha Joel hé vreûr, war den̄zoriou tî ann Aotrou.
23. Gan̄d ann Amramited, hag ann Isaarited, hag ann Hébronited, hag ann Ozihélited.
24. Hôgen Subael, mâb Gersom, mâb Moizez, a oa unan eûz ann den̄zorierien.
25. Hag hé vreûr Éliézer, ha mâb hé-man̄ Rahabia, hag hé vâb Isaias, hag hé vâb Joram, hag hé vâb Zéc’hri, hag hé vâb Sélémit.
26. Sélémit hag hé vreûdeûr a oa ivé da benn war den̄zoriou ann traou sakr en dôa gwéstlet ar roué David, ha prin̄sed ann tiadou, hag ar villénerien, hag ar c’han̄ténerien, ha prin̄sed ann armé,
27. Eûz a breizou ar brézel hag ann emgannou, a oa bét gwéstlet gan̄t-hô évid aoza pé annéza templ ann Aotrou.
28. Kémen̄t-sé holl a oa bét gwéstlet gan̄t Samuel, ar gwéler, gan̄t Saul, mâb Kis, gan̄d Abner, mâb Ner, ha gan̄t Joab, mâb Sarvia. Hôgen kémen̄t gwéstl a oa gréat a oa lékéat étré daouarn Sélémit hag hé vreûdeûr.
29. Konénias hag hé vreûdeûr a oa é penn ann Isaarited, évid ann traou a-ziavéaz enn Israel, évid hô deski hag hô barna.
30. Hasabias, eûz a vipien Hébron, hag hé vreûdeûr, tûd kré-brâz, hag hî mil seiz kan̄t, a oa da benn war Israel enn tû all d’ar Jourdan, war-zû ar c’hûs-héol, é holl labour ann Aotrou, hag é servich ar roué.
31. Hôgen Jéria a oé prin̄s war ann Hébronited, hervez hô ziadou hag hô c’héren̄tiézou. Enn daou-ugen̄tved bloaz eûz a rén David é oen̄t nivéret, hag é oé kavet eûz anézhô é Jazer-Galaad, tûd kalounek-brâz,
32. Hag hô breûdeûr é bâr ann oad, hag hî daou vil seiz kan̄t prin̄s tiad. Hôgen ar roué David hô lékéaz da benn war ar Rubénited, hag ar Gadited, ha war han̄ter-vreûriez Manasé, é holl zervich Doué hag ar roué.
1. Hôgen ann niver eûz a vipien Israel, péré a iéa d’hô zrô é servich ar roué, hag a oa névézet pép mîz, a oa eûz a bévar mil war-n-ugen̄t pép gwéac’h, gan̄t prin̄sed ann tiadou, ar villénerien, ar c’han̄ténerien, hag ar bréféded.
2. Jesboam, mâb Zabdiel, a oa é penn ar gen̄ta van̄den a oa é servich er c’hen̄ta mîz ; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t dindân-han̄.
3. Eûz a vipien Farez é oa, hag ar c’hen̄ta eûz a holl brin̄sed ann armé er mîz ken̄ta.
4. Dudia, ann Abahit, a oa é penn ann eil van̄den enn eil vîz, ha dindân-han̄ eunn all hanvet Masellot, péhini a réné lôd eûz ann armé, pévar mil dén war-n-ugen̄t.
5. Banaias, mâb Joiada, ar bélek, a oa é penn ann drédé van̄den enn trédé mîz ; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t dindân-han̄.
6. Ar Banaias-zé eo a oa ar c’halounéka étré ann trégon̄t, hag a oa dreist ann trégon̄t ; Amizabad, hé vâb, a réné ivé ann armé dindân-han̄.
7. Ar pévaré er pévaré mîz é oa Asabel, breûr Joab, ha Zabadias, hé vâb, war hé lerc’h ; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t enn hé van̄den.
8. Ar pempved prin̄s er pempved mîz é oa Samaot, ar Jézérit ; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t enn hé van̄den.
9. Ar c’houec’hved er c’houec’hved mîz é oa Hira, mâb Aksez, eûz a Dékna ; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t enn hé van̄den.
10. Ar seizved er seizved mîz, é oa Hellez, ar Fallonit, eûz a vipien Éfraim ; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t enn hé van̄den.
11. Ann eizved enn eizved mîz, é oa Soboc’hai, ann Husatit, eûz a wenn Zarahi ; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t enn hé van̄den.
12. Ann naved enn naved mîz, é oa Ahirézer, ann Anatoiit, eûz a vipien Jémini ; ha pévar mil dén war-n-ugent enn hé van̄den.
13. Ann dékved enn dékved mîz, é oa Marai, ann Nétofatit, eûz a wenn Zarai ; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t enn hé van̄den.
14. Ann unnékved enn unnékved mîz, é oa Banaias, ar Faratonit, eûz a vipien Éfraim ; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t enn hé van̄den.
15. Ann daouzékved enn daouzékved mîz, é oa Holdai, ann Nétofalit, eûz a wenn Gotoniel ; ha pévar mil dén war-n-ugen̄t enn hé van̄den.
16. Hôgen war vreûriézou Israel éz oa : war ar Rubénied, dûg Eliézer, mâb Zéc’hri ; war ar Siméonied, dûg Safatias, mâb Maac’ha.
17. War al Lévied, Hasabias, mâb Kamuel ; war ann Aaronied, Sadok :
18. War Juda, Éliu, breûr David ; war Isakar, Amri, mâb Mikael :
19. War Zabulon, Jesmaias, mâb Abdias ; war Neftali, Jérimot, mâb Ozriel :
20. War vipien Éfraim, Osée mâb Ozaziu ; war han̄ter-vreûriez Manasé, Joel, mâb Fadaia :
21. War han̄ter-vreûriez Manasé é Galaad, Jaddo, mâb Zac’harias ; war Ven̄jamin, Jasiel, mâb Abner.
22. War Zan, Ezrihel, mâb Jéroham. Ar ré-zé é oa ar brin̄sed eûz a vipien Israel.
23. Hôgen David na fellaz két d’ézhan̄ hô nivéri dindân ann oad a ugen̄t vloaz, ô véza m’en doa lavaret ann Aotrou pénaoz é paotché Israel ével stéred ann én̄v.
24. Joab, mâb Sarvia, en dôa déraouet ôber ann nivérérez ; hôgen n’her c’hasaz két da benn, râk kémen̄t-sé en dôa tennet buanégez Doué war Israel ; ha dré-zé eo né két bét skrivet ann niver eûz ar ré a oa bét nivéret, é levr ôberiou ar roué David.
25. War den̄zoriou ar roué é oa réner Azmot, mâb Adiel ; hôgen Jonatan, mâb Ozias, a oa da benn war ann ten̄zoriou a oa er c’heriou, hag er bourc’hiou, hag enn touriou.
26. Ezri, mâb Kélub, a oa da benn war ôberiou ar mesiou, ha war ar ré a labouré ann douar :
27. Séméias, ar Romatit, war ar winiennerien : Zabdias, ann Afonit, war ar c’haviou-gwîn :
28. Balanan, ar Gédérit, war ar gwéz olived ha war ar gwéz fiez a oa er mesiou ; ha Joas war ar soliérou éôl :
29. Sétrai, ar Saronit, a oa da benn war ar chatal a beûré war vénez Saron, ha Safat, mâb Adli, war ann éjenned a oa enn traon̄iennou :
30. Hag Ubil, ann Ismahélit, war ar gan̄valed, ha Jadias, ar Méronatit, war ann azénéd :
31. Ha Jaziz, ann Agaréad, war ann dén̄ved. Ar ré-zé holl a oa mérérien war vadou ar roué David.
32. Hôgen Jonatan, éon̄tr David, dén fûr ha gwiziek, a oa da guzulier d’ézhan̄ ; hé-man̄ ha Jahiel, mâb Hac’hamoni, a oa gan̄t mipien ar roué.
33. Ac’hitofel a oa ivé kuzulier d’ar roué, ha Kusai, ann Arac’hit, a oa miñoun ar roué.
34. Goudé Ac’hitofel é oé Joiada, mâb Banaias, hag Abiatar. Hôgen Joab a oa prin̄s war armé ar roué.
1. David éta a strollaz holl brin̄sed Israel, duged ar breûriézou, ha rénerien ar ban̄dennou, péré a oa é servich ar roué ; hag ivé ar villénerien hag ar c’han̄ténerien, hag ar ré holl a véré madou ar roué, hag hé vipien, hag hé spazéien, hag ar ré c’halloudéka hag ar ré galounéka eûz ann armé, é Jéruzalem.
2. Hag ar roué ô choum enn hé zâ, a lavaraz d’ézhô : Sélaouit ac’hanoun, va breûdeûr, ha va fobl : ann dézô em bôa bét da zével eunn tî évit lakaad enn-han̄ arc’h kévrédigez ann Aotrou, ha skabel treid hon Doué ; hag aozet eo bét gan-én̄ kémen̄d a zô réd évid hé zével :
3. Hôgen Doué en deûz lavaret d’in : Na zavi két eunn tî em hanô, ô véza ma oud eunn dén-a-vrézel, ha ma éc’h eûz skuḻet goad.
4. Hôgen ann Aotrou, Doué Israel, en deûz va dibabet é holl dî va zâd, évit va lakaad da roué war Israel da vikenn : râg eûz a Juda en deûz dilennet hô prin̄sed, hag eûz a dî Juda, tî va zâd ; hag é-touez mipien va zâd, en deûz kavet mâd va dibaba da roué war Israel holl.
5. Hag é-touez va mipien (râg ann Aotrou en deûz rôet kalz mipien d’in) en deûz dibabet Salomon, va mâb, évid hé lakaad da azéza war drôn rouan̄télez ann Aotrou war Israel.
6. Hag hén̄ en deûz lavaret d’in : Salomon da vâb a zavô va zî, ha leûriou hé zôr-dâl ; râg hé zilennet em eûz évit va mâb, ha mé a vézô da dâd d’ézhan̄.
7. Ha mé a stardô hé rouan̄télez da vikenn, mar ken̄dalc’h da zévéni va c’hélennou, ha va barnédigézou, ével ma ra bréma.
8. Bréma éta dirâg holl strollad Israel, ha dirâg hon Doué péhini a zélaou ac’hanomp, en̄klaskit, ha mirit holl c’hourc’hémennou ann Aotrou, hon Doué ; évit ma hô pézô ann douar mâd-man̄, ha ma hé lézot da vikenn d’hô mipien hô-koudé.
9. Ha té, Salomon va mâb, anavez Doué da dâd, ha servich anézhan̄ gan̄d eur galoun vâd, hag eunn ioul stard : râg ann Aotrou a furch enn holl galounou, hag a anavez holl vénosiou ar spéred. Ma her c’hlaskez, her c’havi ; hôgen ma hen dilézez, é tistolô ac’hanod da-vikenn.
10. Bréma éta pa en deûz ann Aotrou da zilennet evit sével tî hé zan̄tuar, en em gréva, ha grâ-hén̄.
11. Hôgen David en dôa rôet da Zalomon hé vâb al linennérez eûz ar porched, eûz ann templ, hag eûz a gamprou ann arrébeûri, hag eûz a gamprou-zibri, hag eûz a gamprou-kousk enn disgwél, hag eûz a dî ann trugarez ;
12. Hag ivé eûz ann holl leûriou a fellé d’ézhan̄ ôber, hag eûz al lôjou trô-war-drô, evit ten̄zoriou tî ann Aotrou, ha ten̄zoriou ann traou sakr ;
13. Hag ivé eûz al lôdennérez eûz ar véleien hag eûz al Lévited a oa é servich tî ann Aotrou, hag eûz ann holl listri a oa réd évit servich templ ann Aotrou :
14. Hag eûz ar poez a dlié da gaout ann holl listri aour, hag ann holl listri arc’han̄t diouc’h hô servich.
15. Rei a réaz ivé ann aour a oa réd évid ar c’han̄toleriou aour hag hô c’hleûzeûriou, hag ann arc’han̄t a oa réd évid ar c’han̄toleriou arc’han̄t hag hô c’hleûzeûriou.
16. Rei a réaz c’hoaz ann aour a oa réd évid ann daoliou a vara-kennig hervez hô men̄t, hag ivé ann arc’han̄t évit taoliou all arc’han̄t.
17. Rei a réaz ivé évid ôber ar fériérigou, hag ar c’hôpou, hag ann ézan̄souérou eûz ann aour ar glana, hag al léonédigou aour, hervez ar ven̄t eûz a bép léonik : rei a réaz ivé arc’han̄t évit léonédigou arc’han̄t, hervez ar poéz anézhô.
18. Rei a réaz aour ar glana évid ann aoter war béhini é deved ann ézan̄s ; hag évid ar gérubined a oa ével eur c’harr, a astenné hô diou-askel hag a c’hôlôé arc’h kévrédigez ann Aotrou.
19. Kémen̄t-sé, émé David, a zô deûet d’in skrivet gan̄d dourn ann Aotrou, évit ma anavézchenn ann holl labour hervez ar skouér.
20. David a lavaraz c’hoaz da Zalomon, hé vâb : Kalounéka, hag en em gréva, ha labour : n’az péz ked a aoun, ha na spoun̄t két : râg ann Aotrou va Doué a vézô gan-éz, ha n’az distolô két, ha n’az dilezô két, kén n’az pézô peûr-c’hréat holl labour servich ti ann Aotrou.
21. Chétu ban̄dennou ar véleien hag al Lévited a vézô gan-éz évid holl zervich tî ann Aotrou, hag hî a zô daré, ha kerkoulz ar brin̄sed hag ar bobl a zô reizet évit ôber da holl c’hourc’hémennou.
1. Neûzé ar roué David a lavaraz d’ann holl strollad : Va mâb Salomon hép-kén en deûz bét dibabet gan̄t Doué, hag hén̄ iaouan̄k ha téner ; râk brâz eo al labour, pa eo gwir pénaoz né két évid eunn dén, hôgen évid Doué, é saveur eunn tî.
2. Évid-oun-mé em eûz aozet, é kémen̄t ha ma hellenn, mizou tî va Doué : aour évid al listri aour, hag arc’han̄t évid ar ré arc’han̄t ; arem évid ar ré arem, houarn évid ar ré houarn, koat évid ar ré goat : mein oniks, mein gwenn, hag eûz a bép liou, mein talvouduz-brâz, ha kalz a varbr eûz a Baros.
3. Ouc’h-penn kémen̄t-sé em eûz kenniget évit tî va Doué, em eûz ivé rôet eûz va madou va-unan aour hag arc’han̄t évit templ va Doué, hép nivéri ar péz em eûz aozet évit tî ar san̄tuar.
4. Tri mil talan̄t aour eûz a aour Ofir, ha seiz mil talan̄t arc’han̄t ar glana, évid alaouri môgeriou ann templ.
5. Évit é péléac’h-bennâg ma vézô réd, ma rai al labourerien gan̄d aour al labouriou aour, ha gan̄d arc’han̄t al labouriou arc’han̄t. Ha mar fell da eur ré kenniga eunn dra anézhan̄ hé-unan, ra leûniô hiriô hé zourn, ha ra gennigô d’ann Aotrou ar péz a garô.
6. Prin̄sed ann tiadou, ha pennou breûriézou Israel, hag ar villénerien, hag ar gan̄ténerien, ha prin̄sed madou ar roué a réaz éta hô gwéstl.
7. Hag hî a rôaz évit labouriou ti Doué pemp mil talan̄t aour, ha dék mii solid, ha dék mil talan̄t arc’han̄t, ha triouec’h mil talan̄t arem, ha kan̄t mil talan̄t houarn.
8. Ha kémen̄d hini en dôa enn hé di mein talvouduz, hô rôaz évit hô lakaat é ten̄zor tî ann Aotrou, dré zourn Jahiel, ar Gersonit.
9. Hag ar bobl en em laouénaaz ô wéstla kémen̄t-sé anézhô hô-unan ; râg a galoun vâd hô c’hennigen̄t d’ann Aotrou ; hôgen ar roué David en em laouénéé gan̄d eul lévénez vrâz.
10. Hag hén a vennigaz ann Aotrou dirâg ann holl bobl-zé, hag a lavaraz : Benniget oud, Aotrou, Doué Israel, hon tâd a vikenn da vikenn.
11. D’id, Aotrou, eo ar veûrdez, hag ar galloud, hag ar c’hloar, hag ann tréac’h ; ha d’id eo ar veûleûdi : râk kémen̄d a zô enn énv hag enn douar a zô d’id : ar rouan̄télez a zô d’id, ha té a zô dreist ann holl brin̄sed.
12. Ar madou hag ar c’hloar a zô d’id : té a zô Aotrou war ann holl : ann ners hag ar galloud a zô enn da zourn ; ar veûrdez hag ar galloud a zô ivé enn da zourn.
13. Bréma éta éc’h anavézomp ac’hanod évid hon Doué, hag é veûlomp da hano brâz-meûrbéd.
14. Hôgen piou ounn-mé, ha piou eo va fobl, évit ma helfemp kenniga d’id ann holl draou-zé ? Kémen̄t trâ a zô d’id ; ha rôet hon eûz d’id ar péz a oa deûet d’é-omp digan̄d da zourn.
15. Râk tréménidi ha diavésidi omp dira-z-oud, ével hon holl dadou. Hon deisiou a zô ével eur skeûd war ann douar, ha n’eûz dalé é-béd.
16. Aotrou, hon Doué, ann holl vadou-zé hon eûz dastumet évit sével eunn tî d’as hanô san̄tel, a zô deûet digan̄d da zourn, ha kémen̄t trâ a zô d’id.
17. Mé a oar, ô va Doué, pénaoz é furchez ar galounou ha pénaoz é karez ann éeunder ; râk-sé em eûz kenniget kémen̄t-sé d’id é éeunder va c’haloun ha gan̄t lévénez ; ha gwélet em eûz gan̄d eul lévénez vrâz ar bobl a zo bét kavet aman̄, ô kenniga d’id hé rôou a galoun.
18. Aotrou, Doué Abrabam, hag Izaak, hag Israel, hon tadou, mîr da vikenn ann ioul-zé enn hô c’haloun, ha ra gen̄dalc’hin̄t bépréd enn dézo da véza doujuz enn da gén̄ver.
19. Rô ive da Zalomon, va mâb, eur galoun dinam, évit ma virô da c’hourc’hémennou, ha da désténiou, ha da lidou, ha m’hô sévénô holl : ha ma zavô ann tî, évit péhini em eûz aozet kémen̄t a zô réd.
20. Ha David a lavaraz neûzé d’ar strollad holl : Bennigit ann Aotrou, hon Doué. Hag ar strollad holl a vennigaz ann Aotrou, Doué hô zadou ; hag hî a stouaz, hag a azeûlaz Doué, ha goudé ar roué.
21. Hag hî a lazaz viktimou d’ann Aotrou : hag an̄trônôz é kennigchon̄t é sakrifiz-losk mil tarô, mil tourz, mil oan, gan̄d hô braoued-kennigou, hag ann holl lidou a oa réd évid Israel holl.
22. Hag hî a zebraz hag a évaz enn deiz-zé dirâg ann Aotrou gan̄d eul lévénez vrâz. Hag éc’h éôlchon̄t évid ann eil wéach Salomon, mâb David. Hé éôlia a réjon̄t da roué dirâg ann Aotrou, ha Sadok da vélek-brâz.
23. Salomon éta a azézaz war drôn ann Aotrou é léac’h hé dâd, hag hén̄ a blijaz d’ézhô holl ; hag Israel holl en em lékéaz dindân hé c’halloud.
24. Ann holl brin̄sed, hag ar ré-vrâz, hag holl vipien ar roué David zô-kén a rôaz hô dourn d’ézhan̄, hag en em lékéaz dindân galloud ar roue Salomon.
25. Ann Aotrou a zavaz éta Salomon war Israel holl ; hag hén̄ a rôaz d’hé rén eur c’hloar né dôa két bét hé far enn hé raok gan̄d hini eûz a rouéed Israel.
26. David éta, mâb Isai, a rénaz war Israel holl.
27. Hag ann deisiou é-pâd péré é rénaz war Israel a oé eûz a zaou-ugen̄t vloaz : seiz vloaz é rénaz é Hébron, ha tri bloaz ha trégon̄t é Jéruzalem.
28. Hag hén̄ a varvaz enn eur gôzni vâd, leûn a zeisiou, a vadou hag a c’hloar ; ha Salomon, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.
29. Hôgen ôberiou ar roué David, kenn ar ré gen̄ta, kenn ar ré zivéza, a zô skrivet é levr Samuel, ar gwéler, hag é levr Natan, ar profed, hag é levr Gâd, ar gwéler ;
30. Gan̄d hé holl rén, hag hé c’halloud, hag ann amzeriou a zô tréménet dindan-han̄, daoust pé é Israel, daoust pé enn holl rouan̄télésiou all eûz ann douar.