Bibl/Aviel S. Lukaz

troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 431-474)


AVIEL SANTEL JÉZUZ-KRIST,


HERVEZ


SANT LUKAZ.


————


I. PENNAD.


1. Kalz a dûd ô véza arnodet lakaad é reiz ann traou a zô bét sévénet gan-é-omp :

2. Hervez ma hô deûz hô danévelled d’é-omp, ar ré hô deûz hô gwélet adalek ar penn-ken̄ta, hag a zô bét sevénerien ar gér :

3. Menned em eûz, Téofil, va miñoun kér, pénaoz pa, em eûz heûliet ann holl draou-ze adalek ar penn-ken̄ta, é tlienn hô-skriva d’îd dioud hô reiz.

4. Évid ma anavézi ar wirionez eûz ar péz a zô bét desket d’îd.

5. Béz’ é oé, é amzer Hérodez, roué Judéa, eur bélek hanvet Zakariaz, eûz a wenn Abia, péhini en doa évit grég eur vaouez eûz a wenn Aaron, hanvet Élizabet.

6. Gwirion é oan̄t hô-daou dirak Doué, ha kerzoud a réan̄t é gourc’hémennou hag é lézennou ann Aotrou gan̄d dinamded.

7. Ha n’hô doa kéd a vâb, dré ma’z oa eur zec’hen Élizabet, ha ma’z oan̄d hô daou hîr-hoalet.

8. Hôgen Zakariaz a réa hé garg a vélek dirak Doué é reiz hé dûd.

9. Hag é c’hoarvézaz pénaoz, dioûc’h boaz ar véleien, é oa kouézed ann darvoud d’ézhan̄ mon̄d é diabarz templ Doué, évit kenniga ann ézan̄s.

10. Hag ann holl en̄groez eûz ar bobl a ioa er-méaz ô pidi é-pâd ma édod ô kenniga ann ézan̄s.

11. Hôgen eunn Éal eûz ann Aotrou en em ziskouézaz d’ézhan̄, hag a joumaz enn hé zâ enn tu déou eûz a aoter ann ézan̄s.

12. Zakariaz oc’h hé wélout a oé saouzanet-braz, hag é krogaz eur spoun̄t brâz enn-han̄.

13. Hôgen ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : N’az péz kéd a aoun, Zakariaz, râk da béden a zô bét sélaouet : hag Élizabet da c’hrég a c’hanô d’id eur mâb, péhini a c’halvi lann.

14. Ann dra-zé az kargô a lévénez hag a estlamm ; ha kalz a dûd en em laouénai eûz hé c’hanédigez.

15. Râk braz é vézô dirâg ann Aotrou : ha na évô na gwîn na bier ; hag é vézô leûn eus ar Spéred-San̄tel adelek kôv hé vamm.

16. Kalz eûz a vugalé Israel a zistrôi ouc’h ann Aotrou hô Doué.

17. Hag é valéô enn hé raok é spéred hag é ners Éliaz : évit ma unvanô kalounou ann tadou gan̄t kalounou ar vugalé ; ha ma tigasô ar ré ziskrédik da furnez ar ré wirion, évid aoza d’ann Aotrou eur bobl dinam.

18. Zakariaz a lavaraz d’ann Éal : A bétrâ é wézinn-mé kémen̄t-sé ? Râk galvet kôz ounn, ha va grég a zô hîr-hoalet.

19. Hag ann Éal a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mé eo Gabriel, péhini a zô dirâk Doué : ha kased ounn da gomza ouz-id, ha da zigas d’îd ar c’helou-man̄.

20. Ha chétu é vézi dilavar, ha na helli két komza, bétég ann deiz é péhini é c’hoarvézô kémen̄t-sé, dré n’éc’h eûz két krédet d’am geriou, péré a zévénô enn hô amzer.

21. Koulskoudé ar bobl a ioa ô c’hortozi Zakariaz, hag a ioa souézet oc’h hé wéloud ô choum ker pell enn templ.

22. Hôgen pa oé deûed er-méaz na hellé két komza out-hô ; hag éc’h anavézchon̄t pénaoz en doa béd eur wélédigez enn templ. Hag hén̄ a réa dispac’hiou dira-z-hô, hag é choumaz mûd.

23. Ha goudé ma oé peûr-c’hréat deisiou hé garg, é tistrôaz d’hé dî.

24. Hôgen nebeût goudé Élizabet hé c’hrég a en̄géhen̄taz, hag en em guzaz é-pâd pemp miz, o lavarout :

25. Ann Aotrou en deûz gréat kémen̄t-man̄ d’in enn deisiou-man̄, é péré en deûz selled ouz-in évit va zenna eûz ann dismégan̄s é péhini édoun dirâg ann dûd.

26. Hôgen er c’houec’hved miz, ann Éal Gabriel a oé kaset gan̄d Doué enn eur géar eûz a C’haliléa, hanvet Nazaret,

27. Da eur werc’hez péhini a ioa dimézet gan̄d eur goaz eûz a dî David, hanvet Jozef : hag ar werc’hez-zé a ioa hanvet Mari.

28. Hag ann Éal ô véza éat el léac’h ma édo-hi, é lavaraz d’ézhi : Dématîd, leûn a c’hrâs : Éma ann Aotrou gan-éz : Benniged oud é-touez ann holl gragez.

29. Hôgen hi pa glevaz kémen̄t-sé, a oé saouzanet gan̄d ar geriou-zé, hag é menné pétrâ é oa ar salud-zé.

30. Hag an Éal a lavaraz d’ézhi : N’az péz kéd a aoun, Mari, râk kaved éc’h eûz trugarez dirâk Doué.

31. Té a en̄géhen̄tô enn da gôf, hag é c’hani eur mab, hag é rôi dézhan̄ ann hanô a JÉZUZ.

32. Hé-man̄ a vézô brâz, hag a vézô galvet Mâb ann Uc’héla ; hag ann Aotrou Doué a rôi dézhan̄ trôn hé dâd David : hag é rénô war dî Jakob da-vikenn.

33. Hag hé rén n’en dévézô kéd a zivez.

34. Hôgen Mari a lavaraz d’ann Éal : Pénaoz é c’hoarvézô kément-sé, pa né anavézann goâz é-béd ?

35. Hag ann Éal a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhi : Ar Spéred-San̄tel a zeûi enn-od, ha ners ann Uc’héla a c’hôlôi ac’hanôd eûz hé skeûd. Dré-zé ar péz San̄tel a vézô ganet gan-éz, a vézô galvet MAP DOUÉ.

36. Ha chétu Élizabet da géniterv, é deûz ivé en̄géhen̄tet eur mab enn hé c’hôzni, hag hé-man̄ eo ar c’houec’hved miz d’ann hini a zô galvet sec’hen :

37. Râk n’eûz nétrâ dic’halluz da Zoué.

38. Neûzé Mari a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu matez ann Aotrou ; ra vézô gréad d’in hervez da c’hér. Hag ann Éal a bellaaz diout-hi.

39. Hôgen enn deisiou-zé Mari a zavaz hag a iéaz buan étrézég ar ménésiou, enn eur géar eûz a Juda :

40. Hag éz éaz é ti Zakariaz, hag é lavaraz dématîd da Élizabet.

41. Hag é c’hoarvézaz pénaoz pa glevaz Élizabet mouéz Mari a lavaré dématîd d’ézhi, hé bugel a dridaz enn hé c’hôv : Élizabet a oé leûniet gan̄t ar Spéred-San̄tel :

42. Hag é c’harmaz gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout : Benniged oud é-touez ann holll c’hragez, ha benniged eo ar frouez eûz da gôv.

43. Hag a béléac’h é teû kémen̄t-man̄ d’in, ma teû mamm va Aotrou étrézég enn-oun ?

44. Râk ken̄ta ma éc’h eûz lavared d’in dématîd, va bugel en deûz tridet gan̄t lévénez em c’hôv.

45. Ha gwenvidik oud pa éc’h eûz krédet ; râk sévéned eo kemen̄d a zô bét lavared d’îd eûz a berz ann Aotrou.

46. Ha Mari a lavaraz : Va éné a veûl ann Aotrou ;

47. Ha va spéred a drîd gan̄t lévénez é Doué va Zalver.

48. Dré m’en deûz selled out vuelded hé vatez : ha chétu dré-zé é vézinn galvet gwenvidik gan̄d ann holl dudou.

49. Râg gréad en deûz traou brâz enn-oun, hén̄ péhini a zô galloudek, hag a zô san̄tel hé hanô.

50. Hag hé drugarez en em ziskouéz a oad é oad war ar ré a zouj anézhan̄.

51. Diskouézed en deûz ners hé vréac’h : skiñed en deûz ar ré a ioa balc’h é mennoz hô c’haloun.

52. Diskared en deûz ar ré vrâz diwar hô zrôn, hag ar ré vihan en deûz uc’héléet.

53. Ar ré naounek en deûz leûnied a vadou : hag ar ré binvidik en deûz kaset-kuît goullo.

54. Kémered en deûz Israel hé baotr, oc’h én̄vori hé drugarez.

55. É-c’hiz m’en deûz lavared d’hon tadou, da Abrabam, ha d’hé wenn da vikenn.

56. Hôgen Mari a joumas gan̄t-hi war-drô tri miz, hag a zistroaz d’hé zî.

57. Neûzé é c’hoarvezaz ann amzer é péhini Élizabet a dlié génel, hag é c’hanaz eur mab.

58. Hé amézeien hag hé c’héren̄t a glevaz pénaoz en doa ann Aotrou diskouézed hé drugarez enn hé c’hén̄ver, hag é laouénajon̄t gan̄t-hi.

59. Hag ô véza deûet ann eizved dervez évit trô-drouc’ha ar bugel, é c’halven̄d anézhan̄ Zakariaz, péhini é oa hanô hé dâd.

60. Hôgen hé vamm a respoun̄taz hag a lavaraz : Nann ; rak Iann é vézô galvet.

61. Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhi : N’eûz dén é-touez da géren̄t a zô galved eûz ann hanô-zé.

62. Hag é c’houlenjon̄d digan̄d ann tâd gan̄d dispac’hiou, a bé hanô é fellé dézhan̄ é vijé galvet.

63. Hag ô véza goulennet eunn daolennik, é skrivaz war-n-ézhi ar gériou-man̄ : Iann eo hé hanô. Hag ann holl a oé souézet-brâz.

64. Ha râk-tâl hé c’hénou a zigoraz, hé déod a zistagaz, hag é komzaz ô veûli Doué.

65. Ann amêzeien holl a oé spoun̄tet brâz : hag ar vrûd eûz a gémen̄t-sé a oé douget bétég ar vrôiou ménésiek eûz a Judéa.

66. Ha kémen̄d hini a glevaz ar geriou-zé hô lékaaz enn hé galoun, ô lavarout : Pétrâ a vennez-té é vézô ar bugel-ze ? Râk dourn ann Aotrou a ioa gan̄t-han̄.

67. Ha Zakariaz hé dad a oé leûniet gan̄d ar Spered-San̄tel : hag é tiouganaz, ô lavarout :

68. Benniget ra vézo ann Aotrou Doué Israel : dré ma eo deûed da wélout ha da zaspréna hé bobl.

69. Ha dré ma en deûz savet eur Salver galloudek d’é-omp, é tî David hé vével.

70. É-c’hîz ma en deûz komzet dré c’hénou hé Broféded san̄tel, adalek derou ar béd.

71. O lavarout pénaoz é tieûbché ac’hanomp eûz a hon énébourien, hag é tennjé ac’hanomp eûz a zouarn ar ré a gasaé ac’hanomp.

72. Évid diskouéza hé drugarez é kén̄ver hon tadou, hag évid én̄ori hé gévrédigez san̄tel ;

73. Hervez al lé en deûz gréad da Abraham, pénaoz hé rôjé d’é-omp :

74. Évit, goudé béza bét tenned eûz a zaouarn hon énébourien, é teûjemp d’hé servicha héb aoun,

75. Er san̄télez hag er wirionez dira-z-han̄, enn deisiou holl eûz hor buez.

76. Ha té, bugel, galved é vézi profed ann Uc’héla : râk kerzoud a rî dirâk dremm ann Aotrou évid aoza hé hen̄t,

77. Évit rei d’hé bobl gwiziégez ar zilvidigez, da walc’h hé fec’héjou :

78. Dré galoun (G) trugarez hon Doué, gan̄t péhini eo deûed eûz ann néac’h d’hor gwélout :

79. Évit skleria ar ré péré a zô azézet enn dévalien, hag é skeûd ar marô : hag évit réna hon treid é hen̄d ar péoc’h.

80. Hôgen ar bugel a greské, hag hé spéred a grévaé : hag é choumaz el léac’h distrô bétég ann deiz é péhini é tlié en em ziskouéza da vobl Israel.


————


II. PENNAD.


1. Hôgen enn deisiou zé é oé embannet eur gourc’hémenn euz a berz Sézar Aogustuz, évit ma vijé nivéred ar béd boll.

2. Ann nivéridigez gen̄ta-zé a oé gréat pa édo Kirinuz mérer é Siria.

3. Hag ann holl a iéa évit rei hanô pép-hini, enn hé géar hé-unan.

4. Jozef a iéaz ivé eûz a géar Nazaret é Galiléa, é Judéa da géar David, a c’halveur Bétléhem ; dré m’az oa eûz a dî hag eûz a wenn David,

5. Évit rei hé hanô gan̄t Mari hé c’hrég péhini a ioa brazez.

6. Hôgen pa édon̄t énô é c’hoarvézaz pénaoz ann amzer é péhini é tlié hou-man̄ gwilioudi a oé leûniet.

7. Hag é c’hanaz hé mâb ken̄ta-ganet, hag ô véza hé vaḻuret, é lékéaz anézhan̄ enn eul laouer ; râk né oa kéd eul léac’h évit-hô enn eunn hostaléri.

8. Hôgen béz’ é oa war-drô énô méserien péré a veḻé, ô viroud hô loéned é-pâd ann nôz.

9. Ha chétu eunn Éal eûz ann Aotrou en em ziskouézaz d’ézhô, war hô zrô, hag hô doé eur spoun̄t brâz.

10. Hag ann Éal a lavaraz d’ézhô : N’hô pézet kéd a aoun ; râk chétu é tiouganann d’é-hoc’h eur c’helou hag a vézo eul lévénez vrâz évid ann holl bobl.

11. Rag ganed eo hiriô d’é-hoc’h eur Salver, é kéar David, péhini eo ar C’hrist hag ann Aotrou.

12. Hag hou-man é vézô ann arwéz d’é-hoc’h : Kavoud a réot eur bugel maḻuret ha lékéat enn eul laouer.

13. Ha kerken̄t en em unanaz gan̄d ann Éal eul lôd brâz eûz a armé ann én̄v, péré a veûlé Doué, hag a lavaré :

14. Gloar da Zoué enn uc’héla eûz ann én̄vou, ha péoc’h war ann douar d’ann dûd a ioul vâd.

15. Ha goudé ma oé distrôed ann Élez enn én̄v, ar véserien a lavaraz ann eil dégilé : Déomp bété Betléhem, ha gwélomp pétrâ a zô c’hoarvézet, hag ar péz en deûz diskléried d’é-omp ann Aotrou.

16. Hag é teûjon̄t buan : hag é kafchon̄t Mari ha Jozef, hag ar bugel lékéat el laouer.

17. Ha pa hen gwéljon̄t, éc’h anavézchon̄t ar péz a ioa bét lavaret d’ézhô diwar-benn ar bugel-zé.

18. Ha kémen̄d hini hé c’hlevaz a oé souézet-brâz eûz ar péz a ioa bét lavaret d’ézhô gan̄d ar véserien.

19. Hôgen Mari a viré ann holl c’hériou-ze, ô tistréménoud anézhô enn hé c’haloun.

20. Hag ar véserien a zistrôaz oc’h énori hag ô veûli Doué eûz a gémen̄t trâ hô doa klevet ha gwélet, hervez ma oa bét lavared d’ézhô.

21. Ha pa oé deued ann eizved devez é péhini é tlié ar bugel béza trô-drouc’het, é oé hanvet JÉZUZ, hanô en doa diouganet ann Éal abars ma oa en̄géhen̄tet é kôv hé vamm.

22. Ha goudé ma oé sévénet deisiou ar c’harzérez, hervez lézen Moizez, é tougjon̄d anézhan̄ da Jéruzalem, évid hé ginniga d’ann Aotrou,

23. Hervez ma eo skrivet é lézen ann Aotrou : Pep paotr kenta-ganet a dlé béza kinniged da Zoué.

24. Hag évit rei é azeûlidigez, hervez ma eo lavaret é lézen ann Aotrou, eur ré durzunelled, pé diou goulmik.

25. Hôgen béz’ éz oa é Jéruzalem eunn dén gwirion hag a zoujan̄s Doué, hanvet Siméon, péhini a c’hédé dic’h-lac’har Israel : hag ar Spéred-Santel a ioa enn-han̄ (G).

26. Disrévellet é oa bét d’ézhan̄ gan̄d ar Spéred-San̄tel na wéljé kéd ar marô, kén n’en divijé gwelet a-raok Krist ann Aotrou.

27. Hag é teûaz enn templ, kaset gan̄d ar Spéred. Ha pa oé kased ar mab Jézuz enn templ gan̄d hé dûd, évit ma vijé gréad dézhan̄ hervez boaz al lézen ;

28. Hén̄ a géméraz anézhan̄ étré hé zivrec’h, a veûlaz Doué, hag a lavaraz :

29. Tenn bréma, Aotrou, é péoc’h da zervicher eûz ar béd, hervez da c’hér,

30. Pa hô deûz gwélet va daoulagad da zilvidigez,

31. A zô bét aozet gan-éz dirâg ann holl boblou.

32. Ével ar goulou a dlé goulaoui ar vrôadou, ha gloar da bobl.

33. Ann tâd hag ar vamm eûz a Jézuz a oé souézet-brâz eûz ar péz a gleven̄t lavaroud diwar hé benn.

34. Ha Siméon a vennigaz anézhô, hag a lavaraz da Vari hé vamm : Chétu eo lékéad hé-man̄ évid ar c’holl hag ann dazorc’hidigez eûz a veûr a hini é Israel ; hag évit béza enn arouéz da énébiez ann dûd.

35. Ha da éné da-unan a vézô treûzet gan̄d eur c’hlézé. Évit ma vézô diskleriet ar ménosiou kuzet é kaloun meûr a hini.

36. Béz’ éz oa ivé eur brofédez han̄vet Anna, merc’h da Fanuel, eûz a vreûriez Azer, péhini a ioa hîr-hoalet, ha né d-oa bévet gan̄t hé goâz némét seiz bloaz, hag hî gwerc’hez pa oé dimézet.

37. In̄tan̄vez é oa neûzé, hag é doa pevar bloaz ha pevar-ugen̄t ; hag é choumé bépréd enn templ, ô servicha Doué dré ar pédennou nôz-deiz.

38. Hag hou-man̄ ô véza en em gaved énô enn heur-zé, a veûlaz ivé ann Aotrou, hag a gomzaz diwar-benn Jézuz, da gémen̄d hini a c’hortozé dasprénadurez Israel.

39. Ha goudé m’hô doé sévénet kémen̄d a ioa gourc’hémennet gan̄t lézen ann Aotrou, é tistrôjon̄t é Galiléa, da Nazaret hô c’héar.

40. Hôgen ar bugel a greské, hag a grévaé leûn a furnez : ha trugarez Doué a ioa enn-han̄.

41. Hé dûd a iéa bép ploaz da Jéruzalem, da c’houél Bask.

42. Ha pa en doé Jézuz daouzék vloaz, éz éjon̄d da Jéruzalem, diouc’h hô boaz, da zeiz ar gouél.

43. Goudé ma oé tréménet deisiou ar gouél, pa zistrôen̄t, ar bugel Jézuz a ioa choumed é Jéruzalem, hag hé dûd na anavézchon̄t két kémen̄t-sé.

44. Hag ô venna pénaoz édo enn hô zouez, é valéjon̄t héd eunn dervez : hag é klaskchon̄t anézhan̄ é-touez hô zûd hag ar ré eûz hô anaoudégez.

45. Hag ô véza na gafchon̄t kéd anézhan̄, é tistrôjon̄d da Jéruzalem évid hé glaskout.

46. Ha tri dervez goudé é kafchon̄d anézhan̄ enn templ azézet é kreiz ann doktored, ô sélaoui, hag ô kélenna anézhô.

47. Hôgen ar ré a zélaoué anézhan̄ a ioa souézet-brâz eûz hé furnez hag eûz hé respoun̄chou.

48. Hag hé dûd ô wélout kémen̄t-sé a oé souezet-brâz : hag hé vamm a lavaraz d’ézhan̄ : Va mâb, pérâg éc’h eûs-té gréat kémen̄t-sé dé-omp ? Chétu da dâd ha mé a glaské ac’hanod gan̄t glac’har.

49. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pérâg é klaskac’h-hu ac’hanoun : ha na wiac’h-hu két pénaoz eo réd d’in en em rei d’ar péz a zell ouc’h va Zâd ?

50. Hôgen hî na boellen̄t két ar ger a lavaré d’ézhô.

51. Hag hén̄ a iéaz-kuît gan̄t-hô, hag a zeûaz da Nazaret ; hag é toujé d’ézhô. Hag hé vamm a viré ann holl c’hériou-zé enn hé c’haloun.

52. Ha Jézuz a greské é furnez, é oad, hag é neûz-vâd dirâk Doué ha dirag ann dûd.


————


III. PENNAD.


1. Er pemzékved bloaz eûz a impalaerded Tibériuz Sézar, pa édo Pon̄s-Pilat mérer é Judéa, Hérodez tétrark é Galiiéa, Filip hé vreûr é Ituréa hag é brô Trakonitiz, ha Lisanias é Abiléné,

2. Pa édo Annaz ha Kaifaz Prin̄sed ar véleien, ann Aotrou a lékéaz Iann, mâp Zakariaz, da glevoud hé c’hér el léac’h distrô.

3. Hag é teûaz enn holl vrô enn-drô d’ar Jourdan, ô prézégi badisian̄t ar binijen évid distol ar péc’héjou,

4. Ével ma eo skrivet é Levr lavariou ar Profed Izaiaz : Mouéz ann hini a lén̄v el léac’h distrô : Aozid hen̄d ann Aotrou : grît ma vézô éeun hé wénodennou :

5. Pép traon̄ien a vézô leûniet : ha pép ménez ha krec’hien a vézô izéléet : ann hen̄chou gwâr a vézô éeunet, hag ar ré dorgennek a vézô kompézet.

6. Ha pép kig a wélô silvidigez Doué.

7. Hôgen Iann a lavaré d’al lod tûd a zeûé évit béza badézet gan̄t han̄ : Gwenn ann aéred-viber, piou en deûz desket d’é-hoc’h tec’houd diouc’h ar vuanégez a dlé kouéza war-n-hoc’h ?

8. Grîd éta eur binijen frouézuz, ha na zéraouit kéd da lavarout : Abraham hon eûz da dâd. Râk lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz Doué a hell lakaad da zével eûz ar vein-zé mipien da Abraham.

9. Râg ar vouc’hal a zô a-vréma out grisien ar gwéz. Pép gwézen éta ha na rôiô kéd a frouez mâd, a vézô trouc’het ha taoled enn tân.

10. Hag ar bobl a c’houlenné digan̄t-han̄ : Pétrâ éta a dléomp-ni da ôber ?

11. Hag hé a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Néb en deûz diou zaé, ra rôi unan da néb n’en deûz kéd unan ; ha néb en deûz boéd, ra rai enn hévélep trâ.

12. Don̄d a réaz ivé Publikaned évil béza badézet, hag é léverjon̄d d’ézhan̄ ? Mestr, pétrâ a dléomp-ni da ôber ?

13. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Na rît nétra enn tû all d’ar péz a zô bét gourc’hémennet d’é-hoc’h.

14. Ar vrézélidi a c’houlennaz ivé digan̄t-han̄ : Ha ni, pétrâ a dleomp-ni da ôber ? Hag hén a lavaraz d’ézhô : Na vac’hid dén, ha na damallid dén é-gaou : ha na c’houlennit két enn tû all d’hô kôbr.

15. Hôgen ar bobl a gouné, ha pép-hini anézhô a grédé enn-han̄ hé-unan pénaoz Iann a hellé béza ar C’hrist :

16. Iann a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ann holl : Mé hô padez enn dour : hôgen don̄d a rai eunn all kréoc’h égéd-oun, ha na zellézann két diéréa liamm hé voutou : hen-nez hô padézô er Spéred-San̄tel, hag enn tân.

17. Eur c’han̄t a zô enn hé zourn, hag é nétai hé leûr : hag é c’hrounnô hé éd er zolier : hôgen ar c’hôlô a zévô enn eunn tan divouguz.

18. Kalz traou all a lavaré d’ar bobl ô prézégi d’ézhan̄.

19. Hôgen Hérodez ann tétrark pa oé tamallet gan̄t-han̄ diwar-benn Hérodiaz grég hé vreûr, ha diwar-benn ann holl zrougou all en doa gréat Hérodez,

20. Ha goudé hé holl wallou, é réaz c’hoaz lakaad Iann er vâc’h.

21. Hôgen pa oé badézet ann holl bobl, ha pa oé ivé badézet Jézuz, hag é-pâd ma réa hé béden, ann én̄v a zigoraz :

22. Hag ar Spéred-San̄tel a ziskennaz war-n-ézhan̄ ô kéméroud eur c’horf hen̄vel oud hini eur goulm : ha chétu eur vouéz eûz ann én̄v a lavaraz : Té eo va Mâb kér ; enn-od em euz lékéat va c’haran̄tez.

23. Ha Jézuz hé-unan en doa war-drô trégon̄t vloaz pa zéraouaz prézégi, ; hag hén̄, war a gréded, mâb Jozef, pehini a oé mâb da Héli, péhini a oé mâb da Vatat,

24. Pébini a oé mâb da Lévi, péhini a oé mâb da Velki, péhini a oé mâb da Janna, péhini a oé mâb da Jozef,

25. Péhini a oé mâb da Vatatiaz, pehini a oé mâb da Amos, péhini a oé mâb da Nahum, péhini a oé mâb da HesIi, péhini a oé mâb da Naggé,

25. Péhini a oé mâb da Vahat, péhini a oé mâb da Vataliaz, péhini a oé mâb da Sémei, péhini a oé mâb da Jozef, péhini a oé mâb da Juda,

27. Péhini a oé mâb da Joanna, péhini a oé mâb da Résa, péhini a oé mâb da Zorobabel, péhini a oé mâb da Salatiel, péhini a oé mâb da Néri,

28. Péhini a oé mâb da Velki, péhini a oé mâb da Addi, pehini a oé mâb da Gosan, péhini a oé mâb da Elmadan, péhini a oé mâb da Hor.

29. Péhini a oé mâb da Jézuz, péhini a oé mâb da Éliézer, péhini a oé mâb da Jorim, péhini a oé mâb da Vatat, péhini a oé mâb da Lévi.

30. Péhini a oé mâb da Siméon. péhini a oé mâb da Juda, péhini a oé mâb da Jozef, péhini a oé mâb da Jona, péhini a oé mâb da Éliakim,

31. Péhini a oé mâb da Véléa, péhini a oé mâb da Venna, péhini a oé mâb da Vatata, péhini a oé mâb da Zavid.

32. Péhini a oé mâb da Jesé, péhini a oé mâb da Obed, pehini a oé mâb da Vooz, péhini a oé mâb da Salmon, péhini a oé mâb da Naason,

33. Péhini a oé mâb da Aminadab, péhini a oé mâb da Aram, péhini a oé mâb da Esron, péhini a oé mâb da Farez, péhini a oé mâb da Juda,

34. Péhioi a oé mâb da Jakob, péhini a oé mâb da Izaak, péhini a oé mâb da Abraham, péhini a oé mâb da Daré, péhini a oé mâb da Nakor,

35. Péhini a oé mâb da Saruk, péhini a oé mâb da Ragau, pehini a oé mâb da Fateg, péhini a oé mab da Héber, péhini a oé mâb da Salo,

36. Péhini a oé mâb da Gaman, péhini a oé mâb da Arfaksad, péhini a oé mâb da Sem, péhini a oé mâb da Noé, péhini a oé mâb da Lamek,

37. Péhini a oé mâb da Vatusalé, péhini a oé mâb da Énok, pehini a oé mâb da Jared, péhini a oé mâb da Valaléel, péhini a oé mâb da Gainan,

38. Pehini a oé mâb da Énos, péhini a oé mâb da Set, péhini a oé mâb da Adam, péhini a oé krouet gan̄d Doué.


————


IV. PENNAD.


1. Hôgen Jézuz ô véza leûn eûz ar Spéréd-San̄tel, a zistroaz eûz ar Jourdan, hag a oé kaset gan̄d ar Spéred el léac’h distrô.

2. Daou-ugen̄t dervez é choumaz énô, hag e oé temptet gan̄d ann diaoul. Ha na zebraz nétrâ é-pâd ann deisiou-zé : ha pa oan̄t tréménet en doé naoun.

3. Neûzé ann diaoul a lavaraz d’ézhan̄ : Mar d-oud Mâb Doué, lavar d’ar méan-man̄ ma teûi da vara.

4. Ha Jézuz a respoun̄taz d’ézhan̄ : Skrived eo : Né ket gan̄t bara hép-kén é vév ann dén, hôgen gan̄t pép gér eûz a Zoué.

5. Hag ann diaoul hen kasaz war eur ménez uc’hel, hag a ziskouézaz d’ézhan̄ enn eunn taol ann holl rouan̄télésiou eûz ar béd :

6. Hag é lavaraz d’ézhan̄ : Rei a rinn d’îd ann holl c’halloud-zé, ha gloar ar rouan̄télésiou-zé : râk rôed eo béd d’in ; hag hé rei a rann da néb a garann.

7. Mar fell d’îd éta va azeûli, kémen̄t-sé a vézô d’îd.

8. Ha Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Skrived eo : Ann Aotrou da Zoué a azeûli, ha na zervichi némét-han̄.

9. Ha neûzé é kasaz anézhan̄ da Jéruzalem, hag hen lékéaz war lein ann templ, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Mar d-oud Mâb Doué, en em daol ac’hann d’ann douar.

10. Râk skrived eo pénaoz en deûz Doué gourc’hémennet d’hé Élez ma virin̄d ac’hanôd,

11. Ha pénaoz é tougin̄t ac’hanôd étré hô daouarn, enn aoun na stokfez da droad oud eur méan.

12. Ha Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Skrived eo : Na dempti kéd ann Aotrou da Zoué.

13. Hag ann diaoul ô véza gréat hé holl demptasionou, a guitaaz anézhan̄ évid eunn amzer.

14. Neûzé Jézuz a zistrôaz da C’haliléa dré ners ar Spéred, hag ar vrûd anézhan̄ a rédaz dré ar vrô holl.

15. Hag hén a gélenné enn hô sinagogou, hag ann holl a réa stâd anézhan̄.

16. Hag é teûaz da Nazaret, é péléac’h é oa bét maget, hag éz éaz hervez hé voaz da zeiz ar sabbat er sigagog, hag é savaz évit lenna.

17. Levr ar profed Izaiaz a oé rôed d’ézhan̄ ; hag ô véza hé zigoret, é kavaz al léac’h é péhini é oa skrivet :

18. Spéred ann Aotrou a zô war-n-oun : dré-zé en deûz va éôliet, ha va c’haset da brézégi ann aviel d’ar béorien, ha da iac’haat ar ré a zô man̄tret hô c’haloun.

19. Da ziougani d’ar sklaved hô diéréadur, ha d’ar ré zall ann distrô eûz ar gwéled, da gâs diéré ar ré a zô brévet, ha da ziougani bloavez trugarézuz ann Aotrou, hag ann dervez eûz ar gôbr.

20. Ha goudé béza serred al levr, é rôaz anézhan̄ d’ar bélek, hag éc’h azézaz. Ha pép dén er sinagog a zellé pîz out-han̄.

21. Hag é téraouaz lavaroud d’ézhô : Hiriô eo eo sévénet ar skritur hoc’h eûz klevet bréma.

22. Hag ann holl a zougé testéni d’ézhan̄ ; hag a oa souézet-brâz eûz ar geriou dudiuz a zeûé euz hé c’hénou, hag a lavaré : Ha n’ef-hen̄ kéd hennez mâb Jozef ?

23. Hag hén̄ a lavaraz d’ézho : Hép-mâr é léverot d’in ann iéz-man̄ : Louzaouer, en em iac’ha da-unan : grâ aman̄ enn da vrô kémen̄d ha m’hon eûz klevet éc’h eûz gréat é Kafarnaom.

24. Hôgen hén̄ a lavaraz d’ézhô : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz dén né d-eo kéméret évid profed enn hé vrô hé-unan.

25. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz éz oa kalz a intan̄vézed é Israel é amzer Éliaz, pa oé serret ann én̄v é pâd tri bloaz ha c’houéac’h miz, ha pa c’hoarvézaz eunn naounégez vrâz dré ann douar holl :

26. Hag Éliaz na oé kaset é-tî hini anézhô ; hôgen é-tî eunn in̄tan̄vez eûz a Sarepta é Sidon.

27. Béz’ éz oa ivé kalz a lovreien é Israel é amzer ar profed Élizéuz : hag hini anézho na oé karzet, német Naaman ar Siriad.

28. Hag ar ré holl a ioa er sinagog, ô klevout kémen̄t-sé a zavaz droug enn-hô.

29. Hag é savchon̄t, hag é lékéjon̄t anézhan̄ er-méaz eûz hô c’héar : hag é kaschon̄t anézhan̄ bété lein ar ménez war béhini é oa savet hô c’héar, évid hé stlapa d’ann traoun̄.

30. Hôgen hén̄ a dréménaz enn hô c’hreiz, hag a iéaz-kuît.

31. Hag é tiskennaz é Kafarnaom, kéar eûz a C’haliléa, é péléac’h é kélenné anézhô da zeiz ar sabbat.

32. Hag hî a ioa souézet brâz gan̄d hé gélen, rag hé lavar a ioa galloudek.

33. Béz’ éz oa er sinagog eunn dén trec’het gan̄d eunn diaoul, péhini a griaz kré (G),

34. O lavarout : Hol léz ; pétrâ a zô étré té ha nî, Jézuz a Nazaret ? Ha deûed oud-dé évid hor c’holla ? Gouzoud a rann piou oud, San̄t Doué.

35. Ha Jézuz a c’hourdrouzaz anézhan̄, ô lavarout : Tâv, ha kéa er-méaz eûz an dén-zé. Ha pa en doé ann diaoul hé daolet d’ann douar é-kreiz ann holl, éz éaz er-méaz diout-han̄, héb béza gréat drouk d’ézhan̄.

36. Kémen̄d hini a ioa énô a oé spoun̄tet-brâz ; hag é komzen̄t ann eil gan̄d égilé, ô lavarout : Pétrâ eo ar gomz-zé, pa c’hourc’hémenn gan̄t galloud ha ners d’ar spérédou louz, ar ré-man̄ a ia-kuît ?

37. Hag ar vrûd anézhan̄ a rédé dré ann holl vrô.

38. Neuzé Jézuz ô véza éad er-méaz eûz ar Sinagog, a iéaz é tî Simon : hôgen mamm-gaer Simon a ioa klân̄v gan̄d eunn dersien vrâz, hag é pédjon̄t anézhan̄ évit-hi.

39. Hag hén̄ ô véza enn hé zâ enn hé c’hichen, a c’hourc’hémennaz d’ann dersien ; hag ann dersien a iéaz-kuîd diout-hi. Hag hi a zavaz râk-tâl hag a zervichaz anézhô.

40. Hôgen pa oé kuzed ann héol, kémen̄d hini en doa tûd klân̄ gan̄t meûr a glén̄ved, hô c’hasé d’ézhan̄ . Hag hen̄ ô lakaad hé zaouarn war-n-ézhô holl, a iac’héé anézhô.

41. Ann diaoulou a iéa-kuît eûz a veûr a hini enn eur gria hag enn eul lavarout : Té eo Mâb Doué. Hôgen hén̄ a c’hourdrouzé anézhô, hag a viré out-hô na lavarjen̄t pénaoz é oa hén̄ ar C’hrist :

42. Pa oé deûed ann deiz, éz éaz enn eul léac’h distrô, hag ar bobl hen klaské, hag a zeûaz bétég enn-han : hag é talc’hchon̄t anézhan̄, gan̄d aoun na dec’hché diout-hô.

43. Hag hen̄ a lavaraz d’ézhô : Réd eo ivé ma brézéginn er c’heriou all aviel rouan̄télez Doué : râg évit kémen̄t-sé eo oun bét kaset.

44. Hag é prézégé é sinagogou Galiléa.


————


V. PENNAD.


1. Jézuz ô véza war aot lagen Jénézaret, en em gavaz moustret gan̄d ann en̄groez eûz ar bobl a dôstée out-han̄ évit klévout gér Doué.

2. Diou vag a wélaz péré a ioa choumed war aod al lagen, é-pâd ma édo diskennet ar beskéterien anézhô, ha ma gwalc’hen̄t hô rouéjou.

3. Piña a réaz enn unan eûz ar bagou-zé, péhini a ioa da Zimon, hag é pédaz anézhan̄ ma bellajé eunn nébeûd eûz ann douar. Hag ô véza azézet é kélenné ar bobl diwâr ar vâg.

4. Hôgen pa baouézaz da gomza, é lavaraz da Zimon : Kas ac’hanômp enn dour doun ; ha taolid hô rouéjou évit kéméroud eunn dra-bennag.

5. Ha Simon a respoun̄taz, nag a lavaraz d’ézhan̄ : Mestr, laboured hon eûz héd ann nôz, ha n’hon eûz kéméret nétrâ : hôgen war da c’hér é taolinn va rouejou.

6. Ha p’hô doé gréat ével-sé, é pakchon̄t kémen̄d a besked, ma torré hô rouejou.

7. Hag é réjon̄t dispac’hiou d’hô c’henvreûdeur (G), péré a ioa enn eur vag all, évit ma teûjen̄t, ha ma skoazien̄t anézhô. Don̄d a réjon̄t, hag é leûnjon̄t ann diou vag, enn hévélep doaré ma oan̄t daré da wélédi.

8. Simon Per ô véza gwélet kémen̄t-sé, en em strin̄kaz da zaoulin Jézuz, hag a lavaraz : Aotrou, pella diouz-in, râg eur péc’her ounn.

9. Râg eur saouzan vrâz a oa kroget enn-han̄, hag er ré holl a ioa gan̄t-han̄, ô wéloud al lôd pésked hô doa paket (G).

10. Jakez ha Iann, mipien Zébédé, péré a ioa ken-vreûdeûr da Zimon, a oé ivé saouzanet-brâz. Ha Jézuz a lavaraz da Zimon : N’az péz kéd a aoun : a vréma é vézi paker tûd. Hag ô véza digaset ar bagou d’ann douar, goudé béza kuitéed holl, éz éjon̄t war hé lerc’h.

12. Ha pa édo Jézuz enn eur géar, chétu eunn dén gôlôet a lovren̄tez ô véza hé wélet, en em strin̄kaz war hé chénou d’ann douar, hag a bédaz anézhan̄, ô lavarout : Aotrou, mar fell d’îd é hellez va c’harza.

13. Ha Jézuz a astennaz hé zourn hag a stokaz out-han̄ enn eul lavarout : Falloud a ra d’in : Béz karz. Ha râk-tâl éz éaz al lovren̄tez diout-han̄.

14. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ na lavarjé da zén. Hôgen, kéa ; en em ziskouéz d’ar bélek, ha kinnig évid da skarzérez ar péz a zô bét gourc’hémennet gan̄t Moizez da desténi d’ézhô.

15. Hôgen ar vrûd anézhan̄ a rédé mui-oc’h-vui, hag eul lôd braz a dûd a zeûé évid hé glevout ; hag évit béza iac’héet eûz hô c’hlén̄véjou.

16. Hag hén en em denné enn distrô, hag a bédé.

17. Eunn dervez pa édo azézet ô kélenna, ha ma oa azézet enn hé gichen Farizianed ha doktored al lézen, péré a ioa deûet eûz ann holl c’heriou eûz a C’haliléa, eûz a Judéa, hag eûz a Jéruzalem, galloud ann Aotrou a zeûaz évid ho iac’haat.

18. Ha chétu goazed péré a zougé war eur gwélé eunn dén paralitik, a glaské ann drô da von̄d enn tî, ha d’hé lakaad dira-z-han̄.

19. Hag ô véza na gaven̄t két dré béléac’h hé lakaad enn tî, dré ann abek d’ann en̄groez, é piñjon̄t war ann dôen, hag é tiskenjon̄d anézhan̄ dré ann téôlennou é-kreiz al léac’h dirâk Jézuz.

20. Pa wélaz hô feiz, é lavaraz : Dén, da béc’héjou a zô distaoled d’îd.

21. Hag ar Skribed hag ar Farizianed a zéraouaz lavarout enn-hô hô-unan : Piou eo hé-man̄, péhini a gomz a-énep Doué hag al lézen ? Piou a hell disteûrel ar péc’héjou, néméd Doué hép-kén ?

22. Hôgen Jézus oc’h anaout ar péz a vennen̄t enn-hô hô-unan, a lavaraz d’ézhô : Pétrâ a vennit-hu enn hô kalounou ?

23. Pehini eo ann easa, lavarout : Da béc’héjou a zô distaoled d’îd ; pé lavarout, Saô, ha balé ?

24. Hôgen évit ma wiot pénaoz Mâb ann dén en deûz ar galloud war ann douar da zisteûrel ar péc’héjou ; hé lavaroud a rann d’îd, émé-z-han̄ d’ar paralitik, Saô, kémer da wélé, ha kéa d’az tî.

25. Hag ô sével râk-tâl dira-z-hô, é kéméraz ar gwélé war béhini é oa gourvézet, hag éz éaz d’hé dî, enn eur veûli Doué.

26. Souézet-brâz é oé ann holl, hag é veûljon̄d Doué. Hag ô véza leûn a spoun̄t é léverjon̄t : Traou burzuduz hon eûz gwélet hirio.

27. Ha goude-zé Jézuz a ieaz-kuît, hag é wélaz eur Publikan hanvet Lévi, péhini a ioa azezet é tî ar gwiriou, hag é lavaraz d’ezhan̄ : Deûz war va lerc’h.

28. Hag hén̄ ô kuitaat pép-trâ, a zavaz hag a iéaz war hé lerc’h.

29. Lévi a réaz d’ézhan̄ eur banvez vrâz enn hé dî : ha gant-hô ez oa ivé ouc’h taol eul lôd brâz a Bublikaned hag a ré all.

30. Ar Farizianed hag ar Sbribed a hiboudaz ô wélout kémen̄t-sé, hag a lavaraz da ziskibled Jézuz : Pérag e tébrit-hu hag éc’h évit-hu gan̄t Publikaned ha gan̄t péc’herien ?

31. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Né kéd ar ré iac’h hô deûz ézomm a louzaouer, ar ré glan̄v eo.

32. N’ounn kéd deûet évit gervel ar ré wirion, hôgen évit gervel ar béc’herien d’ar binijen.

33. Neûzé hî a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâk diskibled Iann, hag ar Farizianed a réon̄t-hi aliez iunou ha pédennou, ha da ré a zebr hag a év ?

34. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ha c’houi a hell lakaad da iuni bugalé ar pried, é-pâd ma éma ar pried gan̄t-hô ?

35. Hôgen don̄d a rai deiziou é péré é vézô lamet ar pried digan̄t-hô, ha neûzé é iunin̄t.

36. Hag hén̄ a réaz ann hén̄vélédigez-man̄ d’ézhô : Dén na laka eur pen̄sel mézer nevez oud eur zaé gôz : anéz ar mézer nevez a ra rog hé-unan ; râg eur pen̄sel nevez na zéré kéd oud eur zaé gôz (G).

37. Ha dén na laka gwin nevez é listri koz : anéz ar gwin a dorfê al listri ; ar gwin hé-unan a rédjé, hag al listri a vé kollet.

38. Hôgen réd eo lakaad ar gwin nevez é listri nevez, hag ann eil hag égilé a vézô miret.

39. Ha dén pa év gwin kôz, na c’houlenn gwin nevez ; râk lavaroud a ra : Gwell eo ann hini kôz.


————


VI. PENNAD.


1. C’hoarvézoud a réaz, pénaoz pa dréméné Jézuz dré eur park éd, enn eil dervez eûz ar c’hen̄ta sabbat, he ziskibled a gutuḻaz tamoézennou, ha goudé beza hô friket enn hô daouarn, é tebrchon̄t anezhô.

2. Hôgen hiniennou euz ar Farisianed a lavaraz d’ézhô : Pérâg é rît-hu ar péz a zô berzet é deisiou ar sabbat ?

3. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Ha n’hoc’h eûz-hu ket lennet pétrâ a réaz David, pa en dévoé naoun, hén hag ar ré a ioa gan̄t-han̄ ?

4. Pénaoz éz éaz é tî Doué, é kéméraz baraou ar c’hinnig, é tebraz hag é rôaz d’ar ré a ioa gan̄t-han̄, pétrâ-bennâg n’eo aotréet he dibri néméd d’ar véleien hép-ken ?

5. Lavaroud a réaz c’hoaz d’ezhô : Mâb ann dén a zô ann aotrou eûz ar sabbat hé-unan.

6. C’hoarvézoud a réaz c’hoaz, da zeiz eur sabbat all, pénaos ez éaz er Sinagog évit kélenna. Hôgen bez’ éz oa énô eunn dén pehini en doa hé zourn déou dizéc’het.

7. Ar Skribed hag ar Farizianed a évéseé out-han̄, évit gwélout ma hé iac’hajé da zeiz ar sabbat, évit ma kavjen̄t abek d’hé damallout.

8. Hôgen hén̄ a wié hô ménosiou ; hag é lavaraz d’ann dén péhini en doa eunn dourn dizéc’het : Saô, ha choum azé é-kreiz. Hag hé-man̄ a zavaz hag a joumaz enn hé zâ.

9. Neûzé Jézuz a lavaraz dezhô : Mé hé choulenn digan-e-hoc’h, ha berzed eo da zeiz ar sabbat ôber ar mâd, pé ann drouk ; savétet ar vuez, pé hé lémel ?

10. Hag ô véza sellet out-hô holl, é lavaraz d’ann dén-zé : Astenn da zourn. Hag hén̄ hé astennaz, hag hé zourn a oé paré.

11. Hôgen hî a zavaz eunn drouk brâz enn-hô, hag é komzen̄t étré-z-hô, évit gouzout pétrâ a rajen̄d eûz a Jézuz.

12. Enn amzer-zé Jézuz a iéaz war eur ménez évit pidi ; hag é tréménaz ann nôz ô pidi Doué.

13. Ha pa oé deûed ann deiz, é c’halvaz he ziskibled, hag é tilennaz daouzég anézhô, péré a hanvaz Abostoled :

14. Simon, péhini a hanvaz Per, hag An̄dré hé vreûr, Jakez ha Iann, Filip ha Bertélé,

15. Mazé ha Tomaz, Jakez mâb Alfé ha Simon leshanvet Zélotez,

16. Judaz breûr Jakez, ha Iuzaz Iskariot, péhini hen gwerzaz.

17. Hag ô véza diskennet gan̄t-hô, é choumaz enn eul léac’h war ar méaz, ha gan̄t-han̄ hé holl ziskibled, hag eul lôd brâz a dûd eûz ar Judéa holl, eûz a Jéruzalem, hag eûz a vrô môrek Tîr ha Sidon,

18. Péré a ioa deûet évit hé glevout, hag évit beza iac’héet euz hô c’hlén̄véjou. Ar ré a ioa trec’het gan̄d ar spéréjou louz, a bareé.

19. Hag ann holl bobl a glaské da steki out-han̄ ; râk don̄d a réa anézhan̄ eunn ners péhini a barée anézhô holl.

20. Hag hén̄ ô véza savet hé zaoulagad war hé ziskibled, a lavaras : Euruz oc’h, c’houi péré a zô paour, râk rouan̄télez Doué a zô d’é-hoc’h.

21. Euruz oc’h, c’houi péré hoc’h eûz naoun bréma, râg gwalc’het é viot. Euruz oc’h, c’houi péré a lén̄v bréma, râk c’hoarzin a réot.

22. Euruz é viot pa zeûi ann dûd d’hô kasaat, d’hô pellaat, d’hô mézékaat, da zisteurel hoc’h hanô é-c’hiz drouk enn abek da Vâb ann dén.

23. En em laouénait, ha tridit enn deiz-zé ; râk hô kôbr a vézô brâz enn én̄v. Râg ével-sé eo hô deûz gréad hô zadou é-kén̄ver ar Broféded.

24. Hôgen gwa c’houi tûd pinvidik, dré ma hoc’h eûz hô tizoan.

25. Gwa c’houi péré a zô gwalc’het ; râk naoun hô pézô. Gwa c’houi péré a c’hoarz bréma ; râk c’houi a geinô hag a wélô.

26. Gwa c’houi pa zeûi ann dud d’hô meûli : râg ével-sé eo hô deûz gréad hô zadou e-kén̄ver ar fals-Broféded.

27. Hôgen c’houi péré a zélaou ac’hanoun, é lavarann d’é-hoc’h : Karid hoc’h énébourien, grît vâd d’ar ré a gasa ac’hanoc’h.

28. Livirit vâd eûz ar ré a lavar droug ac’hanoc’h ; pédit évid ar ré a damall ac’hanoc’h é-gaou.

29. Ma skô unan-bennâg war da vôc’h zéou, trô ébén out-han̄. Ha mar kémer eur ré da van̄tel digan-éz, laosk ivé gan̄t-han̄ da zaé.

30. Rô da gémen̄d hini a c’hôulennô digan-éz : ha na asgoulenn két da néb en deûz kéméret da drâ.

31. Grîd d’ann dûd ar péz a garrac’h a raen̄d d’é-hoc’h.

32. Mar kirit ar ré hô kâr ; pé trugarez a dléeur d’é-hoc’h ? Râg ar béc’herien a gâr ivé ar ré hô c’hâr.

33. Ha mar grît vâd d’ar ré a ra vâd d’é-hoc’h ; pé trugarez a dléeur d’é-hoc’h ? Râg ar béc’herien a ra ann hevélep trâ.

34. Ha ma rôid da eur ré kémen̄d ha ma c’hortozit digan̄t-han ; pé trugarez a dléeur d’hé-hoc’h ? Râg ar béc’herien a rô ivé d’ar béc’hérien, évid digémérout kémen̄d all.

35. Hôgen koulskoudé karid hoc’h énebourien ; grît vâd, ha prestit, hép gortozi nétrâ : hag hô kôbr a vézô brâz ; hag é viot bugalé ann Uc’héla, péhini a zô trugarézuz é-kén̄ver ar ré zizanaoudek hag ar ré zrouk.

36. Bézid éta trugarézuz, ével ma’z eo trugarézuz hô Tâd.

37. Na varnit két, ha na viot két barnet : na damallit két, ha na viot két tamallet. Distaolit, hag é vézô distaoled d’é-hoc’h.

38. Rôit, hag é vézô rôed d’é-hoc’h : rôed é vézô enn hoc’h askré eur gon̄vor mâd, ha stard, hag hejet, hag a fennô dreist. Râk diouc’h ar ven̄t gan̄t péhini hô pézô men̄tet, é vioc’h men̄tet hoc’h-unan.

39. Lavaroud a réaz ivé d’ézhô ann hévélébédigez-man̄ : Eunn dén-dall hag hén̄ a hell kâs eunn dén-dall ? Ha na gwézin̄t-hi kéd hô daou er poull ?

40. Ann diskibl né kéd uc’héloc’h égéd ar mestr : hôgen peb-unan a zô a-zoaré, mar d-éo hén̄vel oud hé vestr.

41. Pêrâg é wélez-té eur blouzen é lagad da vreûr, ha na wélez-té kéd eunn treûst a zô enn da hini ?

42. Pé pénaoz é hellez-té lavaroud d’as preûr : Va breûr, va lez da denna eur blouzen eûz da lagad, pa na wélez két eunn treûst enn da lagad da-unan ? Pilpouz, tenn da-gen̄ta ann treûst eûz da lagad. ha neûzé é wéli pénaoz tenna ar blouzen eûz a lagad da vreûr.

43. Râg ar wézen a rô frouez fall, né két mad ; hag ar wézen a rô frouez mâd, né két fall.

44. Râk pép gwézen a anavézeur dioud hé frouez. Na gutuḻeur kéd a fiez war ar spern, nag a rézin war ann dréz.

45. Eunn dén mâd a denn traou mâd eûz a den̄zor mâd hé galoun ; hag eunn dén fall a denn traou fall euz hé denzor fall. Râk diouc’h leûnder ar galoun é komz ar génou.

46. Hôgen pérâg é c’halvit-hu ac’hanoun, Aotrou, Aotrou, ha na rit-hu kéd ar péz a lavarann ?

47. Kémen̄d hini a zeû d’am c’havout, a zélaou va geriou, hag a ra diout-hô, éz ann da ziskouéza d’é-hoc’h out pétrâ eo hén̄vel :

48. Hén̄vel eo oud eunn dén péhini a zâv eunn ti, a doull doun, hag a laka ann diazez war ar méan : eunn dic’hlann dour a zô deûet, eur ster a zô deued d’en em voun̄ta war ann tî-zé, ha n’é deûz két gellet hé ziskara, râk diazézed é oa war ar méan.

49. Hôgen ann hini a zélaou, ha na ra két, a zô hén̄vel oud eunn dén péhini a zâv hé dî war ann douar hép diazez : eur ster a zô deûed d’en em voun̄ta war ann tî, ha râk-tâl eo béd diskaret ; ha brâz eo bét disman̄tr ann tî-zé.


————


VII. PENNAD.


1. Pa en doé Jézus peûr-lavaret ar geriou-zé dirâg ar bobl a zélaoué anézhan̄, éz éaz da Gafarnaom.

2. Paotr eur C’han̄téner a ioa gwall glan̄v, ha daré da vervel ; hag hen̄ a garé kalz hé baotr.

3. Hag ô véza klevet komza eûz a Jézuz, é kasaz d’ézhan̄ hénaoured Iuzevien, évid hé bidi da zon̄d, ha da baréa hé baotr.

4. Ar ré-man̄ pa oen̄d deûet dirâk Jézuz, a bédé stard anézhan̄, ô lavarout : Dellézoud a ra ma aotréfez ann dra-zé d’ézhan̄.

5. Râk karoud a ra hor brôiz, hag eur sinagog en deûz saved d’é-omp.

6. Jézuz éta a iéaz gan̄t-hô. Ha pa né oa mui pell eûz ann tî, ar C’han̄téner a gasaz euz hé viñouned étrézég enn-han̄, da lavaroud d’ézhan̄ : Aotrou, na gémer két kémen̄d a boan ; râk na zellézann kéd é teûfez em zî.

7. Dré-zé eo n’ounn kéd en em gavet dellézek va-unan da zon̄d d’az kavout ; hôgen lavar eur gér, ha va faotr a vézô iac’héet.

8. Râk mé a zô eunn dén lékéad din̄dân béli, hag em eûz soudarded din̄dân-oun : hag é lavarann da unan : kéa, hag éz a ; ha da eunn all : deûz, hag é teu ; ha d’am paotr : gra ann dra-man̄, hag é ra.

9. Pa glevaz Jézuz kémen̄t-sé é oé souézet ; hag ô véza distrôed oud ar bobl a ioa war hé lerc’h, é lavaraz : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, n’em eûz két kavet eur feiz ker braz enn Israel.

10. Hag ar ré a ioa bét kaset, ô véza distrôed d’ar géar, a gavaz iac’h ar paotr a oa klan̄v.

11. Hag an̄trônôz éz éa enn eur géar hanvet Naim, ha gan̄t-han̄ hé ziskibled, hag eul lôd brâz a bobl.

12. Hôgen pa dôstéé ouc’h dôr kéar, chétu é touged eunn dén marô, péhini a oa mâb penn-her d’hé vamm : hag hou-man̄ a oa in̄tan̄vez : hag eul lôd brâz a dûd eûz a géar a oa gan̄t-hi.

13. Ann Aotrou pa wélaz anézhi, en doé truez out-hi, hag a lavaraz d’ézhi : Na wél két.

14. Hag hén̄ a dôstaaz hag a lékéaz hé zourn war ann arched (ar ré hé dougé a arzaôaz) hag é lavaraz : Dén-iaouan̄k, mé hel lavâr d’îd, saô.

15. Hag ann dén marô a zavaz enn hé goan̄zez, hag a zéraouaz komza. Ha Jézuz hé rôaz d’hé vamm.

16. Hôgen ar ré holl a oé énô é krogaz spoun̄t enn-hô ; hag é veûlen̄t Doué, ô lavarout : Eur profed brâz a zô savet enn hon touez, ha Doué a zô deued da wéloud hé bobl.

17. Ar vrûd eûz a gémen̄t-sé a rédaz dre ar Judéa holl, ha dré ann holl vrô war-drô.

18. Diskibled Iann a zanévellaz ann holl draou-zé d’ézhan̄.

19. Ha Iann a c’halvaz daou eûz hé ziskibled, hag hô c’hasaz da Jézuz évit lavaroud d’ézhan̄ : Ha té eo ann hini a dlé don̄t, pé é tléomp-ni gortozi eunn all ?

20. Ar ré-man̄ ô véza deûed da gavout Jézuz, a lavaraz d’ézhan̄ : Iann Vadézour en deûz hor c’haset évit goulenni digan-éz mar d-eo té ann hini a dlé don̄t, pé mar tléomp gortozi eunn all ?

21. (Hôgen enn heur-zé Jézuz a iac’héaz kalz a dûd eûz a glén̄véjou, eûz a c’houliou hag eûz a zrouk spéréjou ; hag é rôaz ar gwéled da veur a zén-dall.)

22. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Id, ha livirid da Iann ar péz hoc’h eûz klevet ha gwélet : Pénaoz ar ré zall a wél, ar ré gamm a valé, ar ré lovr a zô skarzet, ar ré vouzar a glev, ar ré varô a zâv da véô, ann Aviel a zô prézéged d’ar ré baour.

23. Ha pénaoz eo euruz ann hini na gémérô kéd a wall-skouér diouz-in.

24. Ha pa oé éat-kuît kannaded Iann, é téraouaz komza d’ar bobl diwar-benn Iann : Pétrâ oc’h-hu éad da wéloud enn distrô ? Eur gorsen hejet gan̄d ann avel ?

25. Hôgen pétrâ oc’h-hu éad da wélout ? Eunn dén gwisket gan̄t diḻad bouk ? Chétu ar ré a zô gwisket gan̄t boukder a choum é tiez ar rouéed (G).

26. Hôgen pétrâ oc’h-hu éad da wélout ? Eur Profed ? Ia, a lavarann d’é-hoc’h, ha mui égéd eur Profed.

27. Hen-nez eo diwar-benn péhini eo skrivet : Chétu é kasann va éal enn da raok, péhini a aozô da hen̄d abarz ma teûi.

28. Râg hé lavaroud a rann d’é-hoc’h : É-touez bugalé merc’hed n’euz dén brasoc’h Profed éget Iann Vadézour. Hôgen ann hini a zô ar bihana é rouan̄télez Doué, a zô brasoc’h égét-han̄.

29. Ann holl bobl hag ar Bublikaned ô véza hé glévet, a zidamallaz Doué, dré ma oan̄t bét badézet gan̄t badisian̄t Iann.

30. Hôgen ar Farizianed ha Doktored al lézen a zisprijaz ratoz Doué war-n-ézhô hô-unan, ô véza né oan̄t két badézet gan̄t-han̄.

31. Neûzé ann Aotrou a lavaraz : Ouc’h pétrâ éta é hévélébékainn-mé ann dûd euz ann amzer-man̄ ? Hag ouc’h piou in̄t hen̄vel ?

32. Hén̄vel in̄t ouc’h bugalé azézet er marc’hallac’h, péré a gomz ann eil d’égilé, hag a lavar : Kaned hon eûz d’é-hoc’h gan̄t sutellou, ha n’hoc’h eûz két dan̄set : lén̄vet hon eûz, ha n’hoc’h eûz ket gwélet.

33. Râk Iann Vadézour a zô deûet, hép dibri bara, nag éva gwin, hag é livirit : Ann diaoul a zô enn-han̄.

34. Deûed eo Mâb ann dén péhini a zebr hag a év, hag é livirit : Chétu eunn dén lon̄ték, hag eunn éver gwin, miñoun d’ar Bublikaned ha d’ar bec’herien.

35. Hag ar furnez a zô béd disklériet gan̄d hé holl vipien.

36. Hôgen eur Farizian a bédaz Jézuz da zibri gan̄t-han̄. Ha Jézuz ô véza éad é tî ar Farizian, en em lékéaz ouc’h taol.

37. Ha chétu eur vaouez eûz a géar, ô véza klevet pénaoz édo ouc’h taol é tî ar Farizian, a zeûaz gan̄d eul léstr leûn a louzou c’houés-vâd :

38. Hag oc’h en em zerc’hel a-dren̄ d’ézhan̄ hag ouc’h hé dreid, é téraouaz doura hé dreid gan̄d hé daélou, hag é sec’hé anézhô gan̄t bléô hé fenn, hag ô poki d’ézhô, é taolé al louzou c’houés-vâd war-n-ézhô.

39. Hôgen ar Farizian en doa hé bédet, ô wélout kémen̄t-sé, a lavaraz enn-han̄ hé-unan : Ma vijé hé-man̄ eur profed, é wijé évit-gwir piou ha pétrâ eo ar vaouez a stok out-han̄, ha pénaoz eo eur béc’hérez.

40. Ha Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Simon, eunn dra em eûz da lavaroud d’îd. Hag hén̄ a respoun̄taz : Mestr, lavar.

41. Eur c’hrédour en doa daou zléour : unan anézhô a dlié d’ézhan̄ pemp kan̄t diner, hag égilé han̄ter-kan̄t.

42. O véza n’hô doa két péadrâ da zisteûrel d’ézhan̄, é asrôaz hô dlé d’ézhô hô daou. Péhini éta anézhô a garaz anézhan̄ ar muia ?

43. Simon a respoun̄taz hag a lavaraz : Mé a gréd eo ann hini da béhini en deûz asrôed ar muia. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Barnet mâd éc’h eûz.

44. Hag ô trei oud ar vaouez, é lavaraz da Zimon : Ha té a wél ar vaouez-zé ? Deud ounn enn da dî, ha n’éc’h eûz két rôed a zour d’in évit gwalc’hi va zreid : hôgen hou-man̄ e deûz douret va zreid gan̄d hé daérou, ha sec’het gan̄d hé bleô.

45. N’éc’h eûz két rôed eur pok d’in : hôgen hî aba ma eo deûed enn tî, n’é deûz paouézet da boki d’am zreid.

46. N’éc’h eûz két skuḻet a éôl war va fenn : hôgen hî é deûz skuḻet louzou c’houés-vâd war va zreid.

47. Dré-zé é lavarann d’îd, pénaoz é vézô distaoled d’ézhi kalz a bêc’hêjou, enn-abek ma é deûz karet kalz. Hôgen ann hini da béhini é tistaoleur nébeûtoc’h, a gâr nébeûtoc’h.

48. Hag hen̄ a lavaraz d’ézhi : Da béc’héjou a zô distaoled d’îd.

49. Hag ar ré a ioa ouc’h taol gan̄t-han̄, a zéraouaz lavaroud enn-hô hô-unan : Piou eo hé-man̄, péhini a zistaol ar péc’héjou hô-unan ?

50. Ha Jézuz a lavaraz d’ar vaouez : Da feiz en deûz da zavétéet : kéa é péoc’h.


————


VIII. PENNAD.


1. Nébeud amzer goudé, Jézuz a iéaz dré ar c’heriou hag ar bourc’hiou ô prézégi hag ô tiskleria Aviel rouan̄télez Doué : hag ann daouzég a ioa gan̄t-han̄.

2. Béz’ éz oa ivé eur vaouez-bennâg, péré a ioa bét dieûbet eûz ann drouk-spéréjou, ha iac’héet eûz hô c’hlén̄véjou : Mari, a c’halveur Madalen, a béhini é oa deûet seiz diaoul,

3. Janned, grég Chusa, mérer Hérodez, Suzanna ha kalz ré all, péré a rôé d’ézhan̄ lôd eûz hô madou.

4. Hôgen ével ma en em zastumé kalz a dûd war hé drô, ha ma teûen̄d d’hé gavoud eûz ar c’heriou, é lavaraz d’ézho enn eur barabolen :

5. Ann hader a zô éat da hada hé had ; hag é-pâd é hadé, lôd eûz ann hâd a gouézaz a-héd ann hen̄t, hag a oé mac’het gan̄d ann treid, ha laboused ann én̄v hé zebraz.

6. Lôd all a gouézaz war ar vein : hag ô véza savet é sec’haz, dré n’en doa kéd a c’hlébor.

7. Lôd all a gouézaz é-touez drein, hag ann drein ô véza savet a vougas anézhan̄.

8. Ha lôd all a gouézaz é douar mâd, hag ô véza savet, en deûz roet frouez kan̄t évid unan. O lavarout kémen̄t-man̄, é kriaz : Ra zélaouô néb en deûz diskouarn da glevout.

9. Hôgen hé ziskibled a c’houlennaz digan̄t-han̄ pétrâ e oa ar barabolen-zé.

10. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Rôed eo d’é-hoc’h da anaout traou kuzet rouantélez Doué ; hôgen d’ar ré all n’in̄t rôet néméd é parabolennou ; évit pa wélin̄t na wélin̄t két, ha pa glevin̄t na boellin̄t két.

11. Chétu éta pétrâ a lavar ar barabolen-zé : Ann hâd eo gér Doué.

12. Ann hini a gouéz a-héd ann hen̄t, eo ar ré a glev ar gér, ha neûzé é teû ann diaoul, hag é tenn ar gér eûz hô c’haloun, gan̄d aoun na gréden̄t ha na ven̄t salvet.

13. Ann hini a gouéz war ar vein, eo ar ré péré goudé béza klevet ar gér, hen kémer gan̄t laouénidigez : hôgen ar ré-zé n’hô deûz kéd a c’hrisien, râk na gredon̄t néméd évit eunn amzer, hag enn amzer ann demptidigez en em dennon̄t a dû.

14. Ar péz a gouéz é-touez ann drein, eo ar ré péré hô deûz klevet ; hôgen ar prédériou, ar madou hag ar plijaduriou eûz ar vuez a voug anézhô, ha na zougon̄t kéd a frouez.

15. Ar péz a gouez enn douar mâd, eo ar ré péré ô véza klevet ar gér gan̄d eur galoun vâd ha c’houék, a vîr anézhan̄, hag a zoug frouez gan̄d habaskded.

16. N’eûz dén, goudé béza énaouet eur c’hleûzeur, a gémen̄d a teûjé d’hé c’huza din̄dân eul léstr, pé d’hé lakaad din̄dân eur gwélé : hôgen hé lakaad a réeur war eur c’han̄toler, évit ma vézô gwéled ar goulou gand ar ré a zeû enn tî.

17. Râk n’eûz nétrâ a guzet, ha na dlé béza diskleriet : ha nétrâ a c’hôlôet, ha na dlé béza anavézet ha gwélet gan̄d ann holl.

18. Likid évez éta pénaoz é sélaouit ; râk da néb en deûz, é vézô rôet : ha da nép n’en deûz két, é vézô lamed digan̄t-han̄, ar péz zô-ken a gréd d’ézhan̄ en deûz.

19. Hôgen hé vamm hag hé vreûdeûr a zeûaz d’hé gavout, ha na hellen̄t két mon̄t bétég-hén̄ enn abek d’ann en̄groez.

20. Hag é oé lavared d’ézhan̄ : Da vamm ha da vreûdeûr a zô er-méaz hag a fell d’ézhô da wélout.

21. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô. Va mamm ha va breûdeûr eo ar ré péré a zélaou gér Doué, hag a ra diout-han̄.

22. Hôgen eunn deiz é piñaz enn eur vag gan̄d hé ziskibled, hag é lavaraz d’ézhô : Déomp enn tû all d’al lagen. Hag éz éjon̄t.

23. Hag é-pâd ma oan̄d er vâg, é kouské ; hag eur stourm braz a avel a gouézaz war al lagen, hag ar vâg a oa leûn, ha daré é oan̄t da golla.

24. Hôgen tôstaad a réjon̄d out-han̄, hag é tihunjon̄d anézhan̄, ô lavarout : Mestr, mon̄d a réomp da golla. Ha Jézuz a zavaz, hag a c’hourdrouzaz ann avel hag ar c’hoummou dour, hag ar stourm a baouézaz : hag é c’hoarvézaz eur sioulded brâz.

25. Neûzé é lavaraz d’ézhô : Péléac’h éma hô feiz ? Hag hî spoun̄tet ha souézet-brâz a lavaré ann eil d’égilé : Piou, war hô ménô, eo hé-man̄, pehini a c’hourc’hémenn d’ann avel ha d’ar môr, hag ouc’h péhini é sen̄ton̄t ?

26. Neûzé éz éjon̄t étrézé brô ar Jérazéned, a zô a-énep Galiléa.

27. Ha pa oé diskennet Jézuz d’ann douar, é teûaz eunn dén d’hé gavout, péhini a oa touellet gan̄d ann diaoul pell amzer a ioa, péhini na wiské kéd a ziḻad, ha na choumé kéd enn eunn tî, hôgen er bésiou.

28. Hé-man̄, kerken̄t ha ma wélaz Jézuz, en em strin̄kaz d’hé dreid ; hag ô kria gan̄d eur vouéz gré, é lavaraz : Pétrâ a zô étré té ha mé, Jézuz Mâb Doué Uc’hel meûrbed ? Mé az péd, na en̄krez kéd ac’hanoun.

29. Râg gourc’hémenni a réa d’ar spéred louz mon̄d-er-méaz eûz ann den-zé. Pell a ioa é kéfluské anézhan̄, hag évit-han̄ da véza chadennet hag hualet, é torré hé éréou, hag ann diaoul hen boun̄te enn distrô.

30. Hôgen Jézuz a réaz ar goulenn-man̄ d’ézhan̄  : Pé hanô éc’h eûz ? Hag hén̄ a lavaraz : Léon ; râk meûr a ziaoul a ioa éad enn-han̄.

31. Hag ar ré-man̄ a bédé anézhan̄ n’hô c’hasché kéd er poull-doun.

32. Hôgen béz’ éz oa énô eur van̄den vrâz a vôc’h ô peûri war ar ménez : hag hî a bédé anézhan̄ m’hô lesché da von̄d er môc’h, hag hô lezaz da von̄t.

33. Ann diaoulou éta a iéaz-kuîd eûz ann dén, hag a iéaz er môc’h ; hag ann holl van̄den en em daolaz gan̄t frouden el lagen, hag é oen̄t beûzet.

34. Ar ré a vesé ô véza gwélet ar péz a oa c’hoarvézet, a dec’haz, hag a zanévellaz kémen̄t-sé é kéar hag er bourc’hiou.

35. Hag é teûjon̄d er-méaz da wélout pétrâ a ioa c’hoarvézet, hag é teûjon̄d da gavout Jézuz. Hag hî a gavaz ann hini a ioa bét laosket gan̄d ann diaoulou, péhini a ioa azézet oud treid Jézuz, hag hén̄ gwisket hag enn hé skian̄t-vad ; hag é oen̄t spoun̄tet.

36. Ar ré hô doa gwélet a zanévellaz d’ézhô pénaoz é oa bét paréet ann hini a oa trec’het gan̄d ann diaoulou.

37. Hag holl dûd brô ar Jérazéned a bédaz anézhan̄ ma pellajé diout-hô ; râg eur spoun̄t brâz a ioa kroged enn-hô. Hag hén, ô véza piñed er vâg a iéaz-kuît.

38. Hag ann dén euz a béhini é oa éad ann diaoulou, a bédé anézhan̄ m’hen lesché da von̄t gan̄t-han̄. Hôgen Jézuz her c’hasaz-kuît, ô lavarout :

39. Distrô d’az tî, ha danével kémen̄d en deûz gréat Doué d’îd. Hag hen̄ a iéaz dré ann holl géar, hag a embannaz kémen̄d en doa Jézuz gréad enn hé gén̄ver.

40. Hôgen pa zistrôaz Jézuz, eul lôd brâz a dûd a zeûaz d’hé zigémérout ; râg ann holl a c’hortozé anézhan̄ .

41. Ha chétu é teûaz eunn dén, hanvet Jairuz, ha péhini a ioa eur penn-dén er sinagog : hag hén̄ en em daolaz out treid Jezuz, ô pidi anézhan̄ da von̄d enn hé dî.

42. Dré m’hen doa eur verc’h daouzek vloaz pé war-drô, péhini a oa daré da vervel. Ha pa’z éa gan̄t-han̄, en em gavaz mac’het gan̄d ann en̄groez.

43. Eur vaouez péhini a ioa klân̄ gan̄d ann diwad daouzék vloaz a ioa, ha péhini é doa dispiñet hé holl vadou gan̄d al louzaouerien, héb béza pareet gan̄d hini anézhô,

44. A dôstaaz out-han̄ a-ziadré, hag a zournataz penn-piḻ hé zaé : ha râk-tâl hé gwâd a éanaz da rédek.

45. Jézuz a lavaraz : Piou eo en deûz stoked ouz-in ? Hôgen pep-hini ô lavarout né oa kéd hen é oa, Per hag ar ré a ioa gan̄t-han̄ a lavaraz : Mestr, ann en̄groez a vâc’h hag a skuîz ac’hanod, hag é lévérez : Piou en deûz stoked ouz-in ?

46. Ha Jézuz a lavaraz : Unan-bennâg en deûz stoked ouz-in ; râg anavézed em eûz pénaoz eunn ners a zô éad ac’hanoun.

47. Hôgen ar vaouez ô wélout pénaoz na hellé kéd en em guza, a zeûaz enn eur gréna, en em daolaz d’hé dreid, hag a ziskleriaz dirâg ann holl bobl pérâg é doa stoked out-han̄, ha pénaoz é oa bét iac’héet râk-tâl.

48. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi : Va merc’h, da feiz en deûz da iac’héet : kéa é péoc’h.

49. Pa gomzé c’hoaz, é teûaz eur ré hag a lavaraz da benn-dén ar sinagog : Marô eo da verc’h ; na hég két pelloc’h ann Aotrou.

50. Hôgen Jézuz ô véza kleved ar gér-zé a lavaraz da dâd ar plac’h-iaouan̄k : N’az péz kéd a aoun ; kréd hép-kén, hag hi a vézô iac’h.

51. Ha pa oé deûed enn tî, na aotréaz da zén mon̄t gan̄t-han̄, néméd da Ber, ha da Jakez, ha da Iann, ha da dad ha da vamm ar plac’h-iaouan̄k.

52. Hôgen ann holl a lén̄vé hag a geiné. Hag hén̄ a lavaraz : Na lén̄vit két, né két marô ar plac’h-iaouan̄k, hôgen kousked eo.

53. Hag hî a réa goab anézhan̄, ô véza ma wien̄t éz oa marô.

54. Hôgen Jézuz ô kregi enn hé dourn a griaz, hag a lavaraz : Plac’h-iaouan̄k, saô.

55. Hag hé éné a zistrôaz, hag é savaz râk-tâl. Hag hen̄ a c’hourc’hémennaz rei da zébri d’ézhi.

56. Hé zûd a oé souézet-brâz, hag hén a c’hourc’hémennaz d’ézhô na lavarjen̄d da zén ar péz a oa c’hoarvézet.


————


IX. PENNAD.


1. Jézuz ô véza galvet ann daouzég Abostol, a rôaz d’ézhô ann ners hag ar galloud war ann holl ziaoulou, hag ar galloud da iac’haat ann holl glén̄véjou.

2. Hag é kasaz anézhô da brezégi rouan̄télez Doué, ha da iac’haad ar ré glan̄v.

3. Hag hén a lavaraz d’ézhô : Na zougit nétrâ enn hen̄t, na bâz, na sac’h, na bara, nag arc’han̄t ; ha na gémérit kéd diou zaé.

4. Hag é pé tî-bennâg m’az éot, choumid énô, ha n’az ît két kuîd achanô.

5. Ha mar éz eûz unan-bennâg ha na zigémérô kéd ac’hanoc’h, p’az éot-kuît eûz hô c’héar, hejit ar poultr eûz hô treid é testéni enn hô énep.

6. Hôgen ô véza éad-er-méaz, éz éan̄d dré ar c’heriou, ô prézégi ann Aviel hag ô iac’haad ar ré glan̄v dré-holl.

7. Hôgen Hérodez ann tétrark a glevaz kémen̄d a réa Jézuz, hag éc’h arvaré, dré ma lavaré lôd,

8. Pénaoz Iann a ioa saved a varô da véô : ha lôd all, pénaoz Éliaz a ioa en em ziskouézet : ha lôd all, pénaoz unan eûz ar Brofédez kôz a ioa saved a varô da véô.

9. Neûzé Hérodez a lavaraz : Lékéad em eûz trouc’ha hé benn da Iann : Hôgen piou eo hé-man̄, diwar benn péhini, é klevann lavarout kémen̄d all ? Hag hén̄ a glaské ann tû d’hé wélout.

10. Ann Ébestel ô véza distrôet, a zanévellaz da Jézuz kémen̄d hô doa gréat ; ha Jézuz ô véza hô c’héméret gant-han̄, en em dennaz enn eul léac’h distrô, tôst da géar Betsaida.

11. Pa glevaz ar bobl kémen̄t-sé, éz éaz war hé lerc’h, hag hén̄ ô véza hô digéméret, a gomzé d’ézhô eûz a rouan̄télez Doué, hag a baréé ar ré hô doa ézomm da véza paréet.

12. Hôgen ann deiz a izéléé : hag ann daouzég abostol ô véza deûed d’hé gavout, a lavaraz dézhan̄ : Kâs-kuîd ar bobl, évit ma’z ain̄t er bourc’hiou hag er c’hériou diwar-drô da glaskout péadrâ da zibri ; rag enn eul léac’h distrô émomb aman̄.

13. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Rôit c’houi da zibri d’ézhô. Hag hi a lavaraz d’ézhan̄ : Pemb bara ha daou bésk n’hon eûz kén ; némét mon̄d a rajemp da bréna bouéd évit kément-sé a dûd.

14. Hôgen war-drô pemp mil dén a ioa anézhô. Hag hén̄ a lavaraz d’hé ziskikled : Likit-hô da azéza a van̄dennou, han̄ter-kan̄t hag han̄ter-kan̄t (G).

15. Hag hi a réaz ével-sé, hag a lékéaz ann holl da azéza.

16. Hôgen Jézuz ô véza kéméret ar pemb bara, hag ann daou bésk, a zavaz hé zaoulagad étrézég ann én̄v, hag a vinnigaz anézhô : hag é torraz ar baraou, hag é rôaz anézhô d’hé ziskibled, évid hô lakaad dirâg ar bobl.

17. Hag é tebrjon̄d holl, hag hô doé a-walc’h. Hag e kaschon̄t gan̄t-hô daouzék paner leûn gan̄d ann dilerc’h.

18. Eunn dervez, pa édo ô pidi hé-unan, ha pa édo gan̄t-han̄ hé ziskibled, é c’houlennaz digan̄t-hô : Piou a lavar ann dûd ounn-mé ?

19. Hag hî a respoun̄taz hag a lavaraz : Lôd a lavar pénaoz oud Iann Vadézour ; lôd all Éliaz ; lôd all eur Profed kôz saved a varô da véô.

20. Hag hen̄ a lavaraz d’ézhô : Ha c’houi, piou a livirit-hu ounn-mé ? Simon Per a respoun̄taz hag a lavaraz : Krist Doué oud.

21. Hag hén̄ a zifennaz out-hô na lavarren̄d ann dra-man̄ da zén.

22. Hag é lavaraz : Réd eo da Vâb ann dén gouzan̄vi kalz, ha béza distaolet gan̄d ann Hénaoured, gan̄t Pennou ar véleien ha gan̄d ar Skribed, ha béza lazet, ha distrei da véô ann trédé deiz.

23. Hôgen hén̄ a lavaraz d’ann holl : Mar fell da unan-bennâg don̄d war va lerc’h, ra rai dilez anézhan̄ hé-unan, ra zougô hé groaz bemdéz, ha ra heûliô ac’hanoun.

24. Râk piou-bennâg a fellô d’ézhan̄ savétei hé vuez, hé c’hollô : ha piou-bennâg a gollô hé vuez enn abek d’in, a zavéteiô anézhi.

25. Ha pé dâl d’ann dén gounid ar béd holl, hag en em golla hé-unan, oc’h ôber hé c’haou hé-unan ?

28. Râk piou-bennâg en dévézô méz ac’hanoun, hag eûz va geriou, Mâb ann dén en dévézô ivé méz anézhan̄, pa zeûi enn hé c’hloar, hag é gloar hé Dâd hag ann Élez san̄tel.

27. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h pénaoz éz eûz hiniennou é-touez ar ré a zô aman̄, ha na c’houzan̄vin̄t kéd ar marô, kén n’hô dévézô gwélet rouan̄télez Doué.

28. War-drô eiz dervez goudé m’en doé lavared ar geriou-zé d’ézhô, é kéméraz gan̄t-han̄ Per, ha Jakez, ha Iann, hag é piñaz war eur ménez évit pidi.

29. Hag ével ma oa ô pidi, hé zremm a gemmaz a zoaré : hé ziḻad a zeûaz gwenn ha lugernuz.

30. Ha chétu daou zén a gomzé gan̄t-han̄. Moizez hag Éliaz oan̄t.

31. Leûn é oan̄t a veûrdez ; hag é komzen̄t gan̄t-han̄ eûz hé drémenvan, péhini a dlié béza sévénet é Jéruzalem.

32. Hôgen Per hag ar ré a ioa gan̄t-han̄ hô doa eur c’hoan̄t-kousked brâz. Ha pa zihunjon̄t é wéljon̄t hé veûrdez, hag ann daou zén a ioa enn hô zâ gan̄t-han̄.

33. Ha pa’z éaz ar ré-man̄ kuîd diouc’h Jézuz, Per a lavaraz d’ézhan̄ : Mestr, ervâd émomb aman̄ ; gréomp tri zelt, unan évid-od, unan évit Moizez, hag unan évid Éliaz ; râk na wié pétrâ a lavaré.

34. Pa lavaré kémen̄t-sé, é teûaz eur goabren, hag a dévalaaz anézhô : hag é oen̄t spoun̄ tet oc’h hô gwéloud ô von̄d er goabren.

35. Hag eur vouéz a zeûaz eûz ar goabren, hag a lavaré : Hé-man̄ eo va Mâb kér, sélaouit-hén̄.

36. É-pâd ma klefchon̄t ar vouéz-zé, Jézuz en em gavaz hé-unan. Ar ré-man̄ a davaz, ha né léverjon̄t da zén, enn amzer-zé, ar péz hô doa gwélet.

37. An̄trônôz, pa ziskennent eûz ar ménez, eul lôd brâz a dûd a ziarbennaz anézhô.

38. Ha chétu eunn dén a griaz eûz a greiz ann en̄groez : Mestr, sell ouc’h va mâb, mé az péd, rak n’em eûz némét-han̄ :

39. Ha chétu ar spéred a grôg enn-han̄, ha râk-tâl hen laka da c’harmi, é vâc’h anézhan̄, hag hen taol d’ann douar, oc’h hé lakaad da éoni, hag a-véac’h é laosk anézhan̄ goudé béza hé ziskolpet.

40. Péded em eûz da ziskibled d’hé c’hâs-kuît, ha n’hô deûz két gellet.

41. Neûzé Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz : Gwenn diskrédik ha fallakr, pé vété keit é vézinn-me gan-é-hoc’h, hag é c’houzan̄vinn-mé ac’hanoc’h ? Digas aman̄ da vâb.

42. Ha pa dôstéé, ar spéred a vac’haz anézhan̄, hag hen taolaz d’ann douar.

43. Ha Jézuz ô véza gourdrouzet ar spéred louz, a iac’héaz ar bugel, hag hé rôaz d’hé dâd.

44. Souézet-brâz é oen̄d holl eûz a veûrdez Doué : ha p’hô gwélaz holl souézet gan̄t kémen̄d en doa gréat, é lavaraz d’hé ziskibled : Likit c’houi ar geriou-man̄ enn hô kalounou : Mâb ann dén a dlé béza laosket étré daouarn ann dûd.

45. Hôgen hî na wien̄t két pétra é oa ar gér-zé ; ha kuzed é oa béd d’ézhô évit na boeljen̄t két anézhan̄ : ha na gréden̄t két ôber goulenn é-béd digan̄t-han̄ diwar-benn kémen̄t-sé.

46. Hôgen sével a réaz enn-ho ar ménoz da c’houzout péhini é oa ar brasa anézho.

47. Hôgen Jézuz ô wélout ménosiou hô c’haloun, a géméraz eur bugel, hag a lékéaz anézhan̄ enn hé gichen,

48. Hag a lavaraz d’ézhô : Piou-bennâg a zigémer ar bugel-man̄ em hanô, am zigémer-mé : ha piou-bennâg a zigémer ac’hanoun, a zigémer ann hini en deûz va c’haset. Rag ann hini a zô ar bihana ac’hanoc’h holl, hen-nez eo ar brasa.

49. Neûzé Iann a lavaraz d’ézhan̄ : Mestr, gwéled hon eûz eunn den péhini a gasé-kuîd ann diaoulou enn da hanô, hag hon eûz mired out-han̄, dré ann abek na heûlié kéd ac’hanomp.

50. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Na virit kéd out-han̄, râk nép né két a-énep d’é-hoc’h, a zô évid-hoc’h.

51. Hôgen pa dostéé ann amzer é péhini é tlié béza tenned eûz ar béd, é lékéaz enn hé vénoz mon̄d da Jéruzalem.

52. Hag é kasaz tûd enn hé raok da lavaroud é teûé : ar ré-man̄ a iéas é kéar ar Samaritaned, évid aoza pép tra évid hé zigémérout.

53. Hogen tûd kéar na fellaz kéd d’ézhô hé zigémérout, dré m’en doa ar ménoz da von̄d da Jéruzalem.

54. Hé ziskibled Jakez ha Iann ô wélout kémen̄t-sé, a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, mar kérez é livirimp da dân ann én̄v diskenni war-n-ézhô, hag hô devi ?

55. Ha Jézuz ô véza distrôed out-hô. a grozaz anézhô, ô lavarout : Na ouzoc’h két euz a bé spéred oc’h.

56. Mâb ann dén né kéd deûed évit kolla ann énéou, hôgen évid hô savétei. Hag ez éjon̄t enn eur vourc’h all.

57. Hôgen pa édon̄t enn hen̄t, chétu eunn dén a lavaraz d’ézhan̄ : Mon̄d a rinn war da lerc’h, é pé léac’h-bennâg ma’z î.

58. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Al lern hô deûz toullou, ha laboused ann én̄v hô deûz neisiou ; hôgen Mâb ann dén n’en deûz léac’h é-béd évid harpa hé benn.

59. Da eunn all é lavaraz : Deûz war va lerc’h. Hôgen hé-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, kâv-mâd éz ajenn da gen̄ta da liéna va zâd.

60. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Lez ar ré varô da liéna hô ré varô : hôgen té, kéa da brézégi rouan̄télez Doué.

61. Eunn all a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, mon̄d a rinn war da lerc’h ; hôgen kâv-mâd é reizfenn ar péz a zô em zî.

62. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Néb a laka hé zourn war ann arar, hag a zell war hé lerc’h, né két mâd évit rouan̄télez Doué.


————


X. PENNAD.


1. Goudé-zé ann Aotrou a zilennaz daouzek ha tri-ugen̄d all ; hag é kasaz anézhô daou-ha-daou enn hé raok, enn holl geriou hag enn holl lec’hiou, é péré é tlié mon̄t.

2. Hag é lavaraz d’ézhô : Brâz eo ar médérez, hôgen dibaod eo ann ôbérourien. Pédid éta ann Aotrou eûz ar médérez, évit ma kasô ôbérourien enn hé védérez.

3. It : chétu é kasann ac’hanoc’h é-c’hiz ein é-touez ar bleizi.

4. Na zougit na sac’h, nag ézef, na boutou, ha na livirid dématîd da zén enn hen̄t.

5. É pé tî-bennâg m’az éot, livirit da gen̄ta : Ra vézô ar péoc’h enn tî- man̄ :

6. Ha mar d-eûz énô eur mab a béoc’h, hô péoc’h a iélô war-n-ézhan̄ : ha ma ne d-eûz két, é tistroiô war-n-hoc’h.

7. Choumid enn hévélep tî, ô tibri hag oc’h éva eûz ar péz a vézô enn-han̄ : râg ann ôbérer a zellez hé voéd. Na dréménit ket a zî é tî.

8. Hag é pé kéar-bennâg m’az éot, ha ma viot digéméret, dibrit ar péz a vézô digaset d’é-hoc’h.

9. Iac’hait ar ré glan̄v a vézô énô, ha livirid d’ézhô : Rouan̄télez Doué a zô deûet tôst d’é-hoc’h.

10. Hôgen m’az îd enn eur géar, é péhini na viot kéd digéméret, îd dré ar ruou, ha livirit :

11. Heja a réomp ouz-hoc’h ar poultr zô-kén eûz hô kéar, péhini a zô staged oud hon treid : koulskoudé, gwézit pénaoz é tôsta rouan̄télez Doué.

12. E-gwirionez é lavarann d’é-hoc’h pénaoz é vézô distaolet ken̄toc’h da Zodom enn deiz-zé éget d’ar géar-zé (G).

13. Gwâz d’îd, Korozaim, gwâz d’îd Betsaida ; râk ma vijé great é Tîr hag é Sidon ar vurzudou a zô bét gréad enn-hoc’h, pell-zô hô divijé gréat pinijen er sac’h-reûn hag el ludu.

14. Dré-zé é vézô distaolet ken̄toc’h da Dîr ha da Zidon, é deiz ar varn, égéd d’é-hoc’h ;

15. Ha té, Kafarnaom, pehini a zô bét savet bétég ann én̄v, bétég enn ifern é vézi diskaret.

16. Néb a zélaou ac’hanoc’h, a zélaou ac’hanoun : ha néb a zispriz ac’hanoc’h, a zispriz ac’hanoun. Hôgen néb a zispriz ac’hanoun, a zispriz ann hini en deûz va c’haset.

17. Hôgen ann daouzék ha tri-ugen̄t a zistrôaz gan̄t laouénidigez, ô lavarout : Aotrou, ann diaoulou hô-unan a zouj ac’hanomp enn da hanô.

18. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Satan a wélenn ô kouéza eûz ann én̄v é-c’hîz eul luc’héden.

19. Chétu em eûz rôed d’é-hoc’h ar galloud da vac’ha ann aéred hag ar gruged, hag holl ners ann énébour : ha nétrâ na hellô hô kwalla.

20. Koulskoudé n’en em laouénait két dré ma zouj ac’hanoc’h ar spérédou. Hôgen en em laouénait dré m’az eo skrivet hoc’h hanôiou enn én̄vou.

21. Enn heur-zé Jézuz en em laouénaaz gan̄d ar Spéred-San̄tel, hag a lavaraz : Da drugarékaad a rann, va Zâd, Aotrou ann én̄v hag ann douar, dré ma éc’h eûz kuzed ann traou-zé oud ar ré fûr, hag oud ar ré boellek, ha dré ma ec’h eûz hô diskleriet d’ar ré vihan. Ia, va Zâd, dré ma’z eo bét plijet ann dra-zé gan-ez.

22. Pép trâ a zô bét lékéad étré va daouarn gan̄t va Zâd. Ha dén na oar pétrâ eo ar Mâb, néméd ann Tâd ; ha dén na oar pétrâ eo ann Tâd, néméd ar Mâb, hag ann hini da béhini é vézô fellet gan̄t ar Mâb hé ziskleria.

23. Hag ô tistrei oud hé ziskibled, é lavaraz : Euruz ann daoulagad a wél ar péz a wélit.

24. Râk hel lavaroud a rann d’é-hoc’h, pénaoz kalz a brofédéd hag a rouéed hô deûz bét c’hoan̄t da wélout ar péz a wélit, ha n’hô deuz két gwélet : ha klevoud ar péz a glevit, ha n’hô deûz két klevet.

25. Ha chétu eunn dén gwiziek el lézen a zavaz hag a lavaraz d’ézhan̄ évid hé dempti : Mestr, pétrâ a dléann-mé da ôber évit kaout ar vuez hîr-baduz ?

26. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a zô skrivet el lézen ? Pétrâ a lennit-hu enn-hi ?

27. Hé-man̄ a respoun̄taz hag a lavaraz : Karoud a rî ann Aotrou da Zoué a greiz da galoun, a greiz da éné, a greiz da ners, hag a greiz da spéred, ha da nésa ével-d-oud da-unan.

28. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Respoun̄tet éc’h euz ervâd : gra kément-sé hag é vévi.

29. Hôgen hé-man̄, péhini a fellé d’ézhan̄ en em zizamalloud hé-unan, a lavaraz da Jézuz : Ha piou eo va nésa ?

30. Hôgen Jézuz a gomzaz, hag a lavaraz : Eunn dén a ziskenné eûz a Jéruzalem da Jériko, hag a gouézaz é-touez laéroun, péré a ziwiskaz anézhan̄, ha goudé béza hé chôlôed a c’houliou, éz éjon̄t-kuît hag é lezchon̄t anézhan̄ han̄ter varv.

31. Neûzé é c’hoarvézaz pénaoz é tiskennaz eur Bélek dré ann hen̄t-sé : hag ô véza gwélet anézhan̄, éz éaz é-biou.

32. Eul Lévit, ô véza ivé tréméned dré ann hen̄t-sé, a wélaz anézhan̄, hag a iéaz é-biou.

33. Hôgen eur Samariad, ô von̄d enn hé hen̄t, a dréménaz dré énô, ha pa wélaz anézhan̄, en doé truez out-han̄.

34. Tôstaad a réaz out-han̄, hag é lienennaz hé c’houliou, goudé béza skuḻet enn-hô éôl ha gwîn : lakaad a réaz anézhan̄ war hé varc’h hé-unan, kâs a réaz anézhan̄ enn eunn hostaléri, hag é prédériaz anézhan̄.

35. Hag an̄trônôz é tennaz daou ziner, é rôaz anézhô d’ann hostiz, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Az pez préder eûz a hé-man̄ : ha pétrâ-bennâg a roi ouc’h-penn, é tistaolinn d’îd, pa zistrôinn.

36. Péhini eûz ann trî-zé, war da vénôz, eo béd ann nésa d’ann hini a zô bét kouézet é-touez al laeroun ?

37. Hag hén̄ a lavaraz : Ann hini en deûz bet truez out-han̄. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, ha grâ ével-t-han̄.

38. Hôgen pa oan̄t enn hen̄t, Jézuz a iéaz enn eur vourc’h : hag eur vaouez hanvet Marta, a zigéméraz anézhan̄ enn hé zî.

39. Hou-man̄ é doa eur c’hoar hanvet Mari, péhini a ioa azézet ouc’h treid ann Aotrou, hag a zélaoué hé gomsiou.

40. Hôgen Marta a ioa prédériet brâz, oc’h aoza pép trâ : hî a arzaoaz, hag a lavaraz : Aotrou, ha na évésaez-té két pénaoz va c’hoar am lez da zervicha va-unan ? Lavar éta d’ézhi don̄d d’am skoazia.

41. Hag ann Aotrou a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhi : Marta, Marta, difréuz-brâz oud, ha saouzanet oc’h gan̄d kalz a draou (G).

42. Hôgen eunn dra hép-kén a zô réd. Mari é deûz dilennet ar gwella lôden, ha na vézô két lamet digan̄t-hi.


————


XI. PENNAD.


1. Eunn deiz, pa édo Jézuz enn eul léac’h ô pidi, goudé m’en doé éhanet, unan eûz hé ziskibled a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, desk d’é-omp da bidi, ével ma en deûz desket Iann d’hé ziskibled.

2. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pa bédot, livirit : Tâd, da hanô bézet meûlet. Da rouan̄télez deûed d’é-omp.

3. Rô d’é-omb hiriô hor bara pemdéziek.

4. Ha distaol d’e-omp hor péc’héjou, ével ma tistaolomp d’ar ré holl péré a dlé d’é-omp. Ha n’hol laosk kéd da gouéza é gwall-ioul.

5. Lavaroud a réaz c’hoaz d’ézhô : Péhini ac’hanoc’h mar en défé eur miñoun, ha m’az ajé d’hé gaout da han̄ter-nôz, hag a lavarjé d’ézhan̄ : Va miñoun, rô d’in évid eunn amzer teir dors vara.

6. Râg eur miñoun d’in a zô deûed eûz ann hen̄t d’am c’havout, ha n’em eûz nétrâ da lakaad dira-z-han̄.

7. Ha ma lavar ann dén-zé eûz hé dî d’ézhan̄ : Na heskin kéd ac’hanoun : serred eo va dôr ; va bugalé a zô kousket em gwélé ; na hellann két sével évit rei d’îd ar péz a c’houlennez.

8. Ha ma ken̄dalc’h da skei, hel lavaroud a rann d’é-hoc’h. ma na zâv kéd évit rei d’ézhan̄ dré ann abek ma eo miñoun d’ézhan̄ ; hôgen dré ann abek d’hé heskin é savô, hag é rôiô d’ézhan̄ kémen̄d ha ma en dévézô ézomm.

9. Ha mé a lavar d’é-hoc’h : Goulennit, hag é vézô rôed d’é-hoc’h : klaskit, hag é kéfot : stokit, hag é vézô digored d’é-hoc’h.

10. Râk néb a c’houlenn, é véz rôed dézhan̄ : ha néb a glask a gâv : ha da néb a stok é vézô digoret.

11. Hôgen péhini eo ann tâd ac’hanoc’h, péhini a rôjé d’hé vâb eur méan, pa c’houlenn bara, pé eunn aer, pa c’houlenn pésked ?

12. Pé a rôjé d’ézhan̄ eur grug, pa c’houlenn eur vi ?

13. Mar gouzoc’h éta, ha c’houi drouk, rei traou mâd d’ho pugalé, gan̄t péger braz préder hô tâd péhini a zô enn én̄v na roi-hén̄ két eur spéred mâd d’ar ré a c’houlenno digan̄t-han̄ ?

14. Hag hén̄ a gasaz-kuît eunn diaoul péhini a ioa mud. Ha pa en doé kaset-kuîd ann diaoul, ann dén mûd a gomzaz, hag ann holl bobl a oé souézet-brâz.

15. Hôgen lôd anézhô a lavaraz : Dré Véelzébub, penn ann diaoulou eo é kas-kuîd ann diaoulou.

16. Lôd all évid hé dempti, a c’houlennaz digan̄t-han̄ eunn arouéz enn én̄v.

17. Hôgen Jézuz oc’h anaoud hô ménosiou, a lavaraz d’ézhô : Pép rouan̄télez dizunvan out-hi hé-unan, a vézô disman̄tret, ha pép tî dizunvan out-han̄ hé-unan, a vézô diskaret.

18. Mar d-eo éta Satan dizunvan out-han̄ hé-unan, pénaoz é choumô hé rouan̄télez enn hé zâ ? Râk c’houi a lavar pénaoz eo dré Véelzébub é kasann-kuît ann diaoulou.

19. Mar kasann-kuît ann diaoulou dré Véelzébub, dré biou hô c’hâs-kuît hô pugalé ? Râk-sé é vézin̄d hô-unan hô parnerien.

20. Hôgen mar kasann-kuît ann diaoulou dré viz Doué, rouan̄télez Doué a zô éta deûet bétég enn-hoc’h.

21. Pa éma ann dén kré armet évid diwalloud hé dî, kémen̄d en deûz a zô é péoc’h.

22. Hôgen mar teû eur ré kréoc’h égét-han̄, ha péhini a drec’hô anézhan̄, hé-man̄ a gasô gan̄t-han̄ hé holl armou, é péré é fisié, hag a zarnaouô hé ziwisk.

23. Nép n’éma két gan-én, a zô a-énep d’in : ha nép na zastum két gan̄-én, a skiñ.

24. Pa eo éat ar spéred louz er-méaz eûz a eunn dén, é valé dré al lec’hiou séac’h, ô klaskoud ar péoc’h : hag ô véza n’hé c’hâv két, é lavar : Distrei a rinn d’am zî a béléac’h ounn deûet.

25. Ha pa zeû, é kâv anézhan̄ skubet ha kempennet.

26. Neûzé éz â, hag é kémer gan̄t-han̄ seiz spéred all gwasoc’h égét-han̄, hag ô von̄d enn tî é choumon̄d énô : hag ar stâd divéza euz ann dén-zé a zô gwasoc’h égéd ar stâd ken̄ta.

27. Hôgen pa lavaré kémen̄t-sé, eur vaouez ô sével hé mouéz eûz a greiz ar bobl, a lavaraz d’ézhan̄ : Euruz ar c’hôv en deûz da zouget, hag ann divronn éc’h eûz sunet.

28. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhi : Pé ken̄toc’h, euruz ar ré a zelaou gér Doué, hag a vîr anézhan̄.

29. Hôgen ô véza ma tirédé ar bobl war hé drô, é téraouaz lavarout : Ar wenn-man̄ a zô eur wenn drouk : eunn arwéz a c’houlenn, ha na vézô rôed d’ézhi néméd arwéz ar profed Jonaz.

30. Râk ével ma oé Jonaz eunn arwéz évid ann Ninivéed, ével-sé é vézô Mâb ann dén eunn arwez évid ar wenn-man̄.

31. Rouanez ar C’hresteiz a zavô é deiz ar varn gan̄d ar wenn-man̄, hag a damallô anézhi dré ma eo deûed eûz a harzou ann douar da zélaoui furnez Salomon : ha chétu aman̄ mui égét Salomon.

32. Tud Niniva a zavô é deiz ar varn gan̄d ar wenn-man̄, hag a damallin̄t anézhi dré ma hô deûz gréat pinijen goudé prézégen Jonaz : ha chétu aman̄ mui égét Jonaz.

33. Dén na énaou eur c’hleûzeur, évid hé lakaad enn eul léac’h kuzet, pé din̄dan ar boézel : hôgen hé lakaad a réeur war eur c’han̄toler, évit ma sklerai ar ré a zeûi ébarz.

34. Da lagad a zô kleûzeur da c’horf. Mar d-eo eeun da lagad, da gorf holl a vézô lugernuz : hôgen mar d-eo drouk, da gorf a vézô téval.

35. Diwall éta na vé tévalien ar goulou a zô enn-oud.

36. Mar d-eo éta da gorf holl lugernuz, hép kévren dévat é-béd, lugernuz é vézô holl, hag é sklerai ac’hanod, é-c’hîz eur c’hleûzeur lufruz.

37. Ha pa gomzé, eur Farizian a bédaz anézhan̄ da leina enn hé dî. Hag hén̄ ô véza éad ébarz, en em lékéaz ouc’h taol.

38. Hôgen ar Farizian a zéraouaz lavaroud enn-han̄ hé-unan : Pérâk na walc’h kéd hé zaourn abarz leina ?

39. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : C’houi, Farizianed, a néta ann diavéaz eûz ar c’hôp hag eûz ar plâd : hôgen ann diabarz ac’hanoc’h a zô leûn a laéron̄si hag a zrougiez.

40. Tûd diboell, ann hini en deûz gréad ann diavéaz, ha n’en deûz-hén̄ két gréad ivé ann diabars ?

41. Hôgen rôid ann aluzen diwar ar péz a hellid da ziouéri ; ha chétu pép tra a vézô glân d’é-hoc’h.

42. Hôgen gwa c’houi, Farizianed, péré a baé ann déog war ar ven̄t, war ar rû, ha war ann holl louzou, ha péré a drémen dreist ar varn hag ar garan̄tez a Zoué. Ann traou-zé a zô réd hô ôber, hép lézel ar ré all da ôber.

43. Gwa c’houi, Farizianed, péré a gâr ar c’hadoriou ken̄ta er sinagogou, hag ar stouou er marc’hallec’h.

44. Gwa c’houi, péré a zô ével bésiou ha na wéleur két, ha war béré é valé ann dûd, héb hô anaout.

45. Neûzé unan eûz a zoktored al lézen a respoun̄taz, hag a lavaras d’ézhan̄ : Mestr, ô komza ével-sé, é tirogez ivé ac’hanomp.

46. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Gwa ivé c’houi, doktored al lézen, dré ma kargid ann dûd a vec’hiou ha na hellon̄t kéd da zougen, ha c’houi na fin̄vfac’h kéd anézhô gan̄d hô pîz.

47. Gwa c’houi, péré a zâv bésiou d’ar Broféded ; hag hô tadou hô deûz hô lazet.

48. Évit-gwîr é rôid da anaout pénaoz é kavit-mâd ar péz hô deûz gréad hô tadou : râg hî hô deûz hô lazet, ha c’houi hoc’h eûz savet bésiou d’ézhô.

49. Dré-zé furnez Doué é deûz lavaret : Kâs a rinn d’ézhô Proféded hag Abostoled, hag é lazin̄t lôd, hag éc’h heskinin̄t lôd all.

50. Évit ma vézô goulennet digan̄d ar wenn-man̄ goâd ann holl Broféded, a zô skuḻet adalek derou ar béd,

51. Adalek goâd Abel bété goâd Zakariaz, péhini a zô bét lazet étré ann aoter hag ann templ. Ia, hé lavaroud a rann d’é-hoc’h, kémen̄t-sé a vézô goulennet digan̄d ar wenn-man̄.

52. Gwa c’houi doktored al lézen, dré ma hoc’h eûz kéméret alc’houez ar wiziégez, ha n’oc’h kéd éad enn-hi, hag hoc’h eûz diarbennet ar ré a fellé d’ézhô mon̄d ébarz.

53. Hôgen pa gomzé ével-sé d’ézhô, ar Farizianed ha doktored al lézen a zéraouaz hé en̄krézi stard, hag hé skuiza gan̄d holl draou a c’houlennen̄t digan̄t-han̄.

54. Oc’h aoza lindagou d’ézhan̄, hag ô klaskout tenna eunn dra eûz hê c’hénou, évit tamalloud anézhan̄.


————


XII. PENNAD.


1. Hôgen ô véza ma en em zastumaz kalz a dûd, enn hévélep doaré ma valéen̄t ann eil war égilé, é téraouaz Jézuz lavaroud d’hé ziskibled : En em ziwallid out goell ar Farizianed, péhini eo ann ipokrizi.

2. Hôgen n’eûz nétrâ a c’hôlôet ha na vézô dizôlôet, ha nétrâ a guzet ha na vézô gwézet.

3. Rag ar péz hoc’h eûz lavared enn amc’houlou, a vézô lavared er goulou : hag ar péz hoc’h eûz lavared er skouarn er kamprou, a vézô prézéget war ann tôennou.

4. Lavaroud a rann éta d’é-hoc’h, va miñouned : N’hô pézet kéd a aoun râg ar ré a lâz ar c’horf, ha péré goudé-zé n’hô deûz mui nétrâ da ôber.

5. Hôgen mé a ziskouézô d’é-hoc’h rak piou é tléit kaoud aoun : hô pézed aoun râg ann hini péhini, goudé béza hô lazet, a hell hô teûrel enn ifern. Ia, hel lavaroud a rann d’é-hoc’h, hô pézed aoun râg hen-nez.

6. Ha na werzeur két pemp golvan daou wennek : hag unan anézhô na gouéz két é an̄kounac’h dirâk Doué ?

7. Hôgen bleô hô penn a zô nivéred holl. N’hô pézet két ’ta a aoun : muioc’h é talit éget kalz a c’holvaned.

8. Hôgen hel lavaroud a rann d’é-hoc’h : Piou-bennâg a an̄savô ac’hanoun dirâg ann dûd, Mâb ann dén a an̄savô anézhan̄ dirâg Élez Doué.

9. Ha piou-bennâg a zinac’hô ac’hanoun dirâg ann dûd, é tinac’hinn anézhan̄ dirâg Élez Doué.

10. Ha piou-bennâg en dévézô komzed a-énep Mâb ann dén, é vézô distaoled d’ézhan̄ ; hôgen piou-bennâg en dévézô komzed oud ar Spéred-Glân̄, na vézô kéd distaoled d’ézhan̄.

11. Hôgen pa viot kased dirâg ar sinagogou, ha dirâg ar pennou-brô hag ar ré vrâz, n’en em likit kéd é poan pénaoz na pétrâ a lévérot.

12. Rag ar Spéred-San̄tel a zeskô d’e-hoc’h enn heur-zé ar péz a dléod da lavarout.

13. Neûzé eur ré eûz ar bobl a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, lavar d’am breûr ma rannô gan-én̄ ann digouéz.

14. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Dén, piou en deûz va lékéad da varner pé da ranner war-n-hoc’h ?

15. Goudé é lavaraz d’ézhô : Gwélit hag en em virit out pép pizoni : râg é pé paodder-bennâg ma véz eunn dén, hé vuez na zalc’h kéd oud ar péz en deûz.

16. Neûzé é tanévellaz d’ézhô ar barabolen-man̄, ô lavarout : Douar eunn dén pinvidik en doa rôet kalz a frouez :

17. Hag é venné enn-han̄ hé-unan, ô lavarout : Pétrâ a rinn-mé, ô véza n’em eûz léac’h é-béd é péhini é likiinn va frouézou ?

18. Hag hén̄ a lavaraz : Chétu pétrâ a rinn ; va soliérou a ziskarinn, hag é savinn soliérou brasoc’h ; hag é tastuminn énô va holl frouézou ha va holl vadou.

19. Hag é livirinn d’am éné : Va éné, kalz a vadou éc’h eûz a dû évit meûr a vloaz : arzaô, debr, év, ha gra banvez.

20. Hôgen Doué a lavaraz d’ézhan̄ : Dén diboell, enn nôz-man̄ é vézô goulenned da éné digan-éz ; da biou é vézô ar péz éc’h eûz dastumet ?

21. Kémen̄t-sé a c’hoarvez da néb a zastum madou évit-han̄ ha péhini né d-eo két pinvidik dirâk Doué.

22. Hag hén̄ a lavaraz d’hé ziskibled : Dré-zé é lavarann d’é-hoc’h : Na vézit kit nec’het évit hô puez pétrâ a zebrot, nag évid hô korf pétrâ a wiskot.

23. Ar vuez a zô gwelloc’h égéd ar boed, hag ar c’horf gwelloc’h égéd ann diḻad.

24. Sellid ouc’h ar brini ; na hadon̄t két ; na védon̄t két ; n’hô deûz na kaô na solier ; ha koulskoudé Doué a voet anézhô. Pégémen̄t n’oc’h-hu két gwelloc’h égét-hô ?

25. Hôgen piou ac’hanoc’h gan̄d hé holl breder a hellfé kreski hé ven̄t eûz a eunn ilinad hep-kén ?

26. Ma na hellid éta ôber eunn dra zister, pérâg oc’h-hu nec’het gan̄d ar ré all ?

27. Sellid ouc’h al lili ha pénaoz é kreskon̄t : na labouron̄t, ha na nézon̄t két. Hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz Salomon é-kreiz hé holl c’hloar né oa két gwisket ével unan anezhô.

28. Mar gwisk éta Doué er-chîs-sé eul louzaouen péhini a zô er park hirio hag a vézô taolet war-c’hoaz er fourn ; gan̄t péger brâz préder n’hô kwiskô-hén̄ két, tûd a nébeûd a feiz ?

29. Ha c’houi na glaskit két pétrâ a zebrot, na pétrâ a evot : ha na vézit két figuz.

30. Râg ann dudou holl a en̄klask kémen̄t-sé. Hogen hô tâd a oar pénaoz hoc’h eûz ézomm euz ann holl draou-zé.

31. Klaskit ’ta da gen̄ta rouan̄télez Doué hag hé wirionez, hag ann holl draou-zé a vézo rôed d’é-hoc’h ouc’h-penn.

32. N’hô pézet kéd a aoun, tropel bihan, râk hétet en deûz hô tâd rei d’é-hoc’h hé rouan̄télez.

33. Gwerzit kémen̄d hoc’h eûz, ha rôit-hén̄ d’ar béorien. Grîd évid-hoc’h sierigou péré na gôsaint két ; grîd eunn ten̄zor enn én̄v, péhini na vézô kéd difraramet ; eûz a béhini na dôstai kéd al laéroun, ha péhini na vézô két kriñet gan̄d ar préved.

34. Râg el léac’h ma éma hô ten̄zor, énô ivé é vézô hô kaloun.

35. Ra vézô gourizet hô kroazel, ha dougid enn ho taouarn kleûzeûriou béô.

36. Ha bézid hén̄vel oud ar ré a c’hortoz hô aotrou pa zistrôi euz ann eûreûd ; évit, pa zeûi, ha pa stôkô oud ann ôr, ma tigorin̄d d’ézhan̄ râk-tâl.

37. Euruz ar vévellou-zé, péré a vézô kaved dihun pa zeûi ann aotrou : é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, penaoz en em c’hourizô, ha pénaoz, goudé béza hô lékéad ouc’h taol, é tréménô, hag é servichô anézhô.

38. Ha mar teû d’ann eil dihun, ha mar teu d’ann trédé dihun, ha mar hô c’hâv ével-sé, euruz eo ar vévellou-zé.

39. Hôgen gwézit pénaoz ma oufé ar penn-tiégez pé da heur é tléfé don̄d al laer, é choumfé dihun hép-mâr, ha na lezfé ket toulla hé dî.

40. Ha c’houi bézid ivé reiz ; râk Mab ann dén a zeûi d’ann heur ha na ouzoc’h két.

41. Hôgen Per a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, ha d’é-omp-ni eo é lévérez ar barabolen-zé, pé d’ann holl ?

42. Hag ann Aotrou a lavaraz d ézhan̄ : Piou eo, war da vénô, ann darnaouer léal ha poellek, péhini a zô bét lékéat gan̄d hé aotrou dreist hé holl dûd, évit ma rôi d’ézho enn amzer eur boézellad gwiniz ?

43. Euruz ar mével-zé, pa zeûi hé aotrou, mar béz kavet gan̄t-han̄ oc’h ôber ével-sé.

44. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz war hé holl vadou hel lakai da benn.

45. Ma lavar ar mével-zé enn-han̄ hé-unan : Va aotrou a zalé da zon̄t ; ha ma téraou skei gan̄d hé vévellou ha gan̄d hé vitisien, ha dibri, hag éva, ha mezvi :

46. Aotrou ar mével-zé a zeui d’ann deiz na c’hortozô két, ha d’ann heur na wézô két ; hag é rannô anézhan̄, hag é lakai eur gevren anézhan̄ gan̄d ann dûd disléal.

47. Ar mével péhini a anavez ioul hé aotrou, ha n’en dévézô két gréat hervez hé ioul, a vézô kannet kaer :

46. Hôgen ann hini péhini n’en dévézô kéd anavézet hé ioul, hag a zellez gwanérez, hen-nez a vézô kannet eunn nébeût. Kalz é vézô goulennet digan̄d ann hini da béhini é vézô rôet kalz, ha muioc’h c’hoaz a vézô goulennet digan̄d ann hini da béhini é vézô rôet muioc’h.

49. Deûed ounn da deûrel ann tân war ann douar ; ha pétrâ a c’hoan̄taann-mé nemét ma teûfé da énaoui ?

50. Badézet é tléann béza : ha pégémen̄t eo mall gan-én̄ é vé sévénet kémen̄t-sé ?

51. Ha c’houi a gred é venn deûed da gâs ar péoc’h war ann douar ? Nann, a livirinn d’é-hoc’h, hôgen deûed ounn da gâs ar rann.

52. Râk mar béz pemp dén enn eunn tî, é vézin̄t dizunvanet, trî ouc’h daou, ha daou ouc’h trî.

53. Ann tâd ouc’h hé vâb, hag ar mâb ouc’h hé dâd ; ar vamm ouc’h hé merc’h, hag ar verc’h ouc’h hé mamm, ar vamm-gaer ouc’h hé merc’h-kaer, hag ar verc’h-kaer oud hé mamm-gaer.

54. Lavaroud a réa ivé d’ar bobl : Pa wélit eur goabren ô sével eûz ar c’hus-héol, é livirit râk-tâl : Don̄d a rai glaô ; hag é teû.

55. Ha pa c’houéz avel ar c’hresteiz, é livirit : Tomm é vézô ; hag é teu da véza tomm.

56. Pilpouzed, anaoud a ouzoc’h doaréou ann én̄v hag ann douar ; hôgen pénaoz na anavézit-hu két ann amzer-man̄.

57. Pénaoz na anavézit-hu kéd ac’hanoc’h hoc’h-unan (G) ar péz a zô gwirion ?

58. Hôgen p’az éz gan̄d da énébour dirâg ar penn-brô, laka évez d’en em zieûbi anézhan̄, gan̄d aoun na lakajé ac’hanod étré daouarn ar barner, n’az lakajé ar barner étré daouarn ar ministr, hag ar ministr er vâc’h.

59. Hel lavaroud a rann d’îd ; na zeûi két kuîd alesé, kén n’az pézô distaoled ann divéza gwennek.


————


XIII. PENNAD.


1. Enn hévéleb amzer é teûaz hiniennou da lavaroud da Jézuz diwar-benn ar Galiléed, goâd péré en doa mesket Pilat gan̄d hô sakrifisou.

2. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Ha c’houi a gred pénaoz ar C’haliléed-zé a zô ar brasa péc’herien eûz ann holl C’haliléed, dré ma hô deûz gouzan̄vet kémen̄t-sé ?

3. Nann, a lavarann d’é-hoc’h ; hôgen ma na rît pinijen, é varvod holl ével-t-hô.

4. Ha c’houi a gréd ivé pénaoz ann triouec’h dén war béré eo kouézet tour Siloé, ha gan̄d péhini in̄t bét lazet, a ioa brasoc’h dléourien da Zoué égéd ann holl dud a choumé é Jéruzalem ?

5. Nann, a lavarann d’é-hoc’h ; hôgen ma na rît pinijen, é varvod holl ével-t-hô.

6. Lavaroud a réaz ivé ar barabolen-man̄ : Eunn dén en doa eur wézen fiez plan̄tet enn hé winien, hag é teûaz da glask frouez enn-hi, ha na gavaz két.

7. Hôgen lavaroud a réaz da labourer hé winien : Chétu trî bloaz zô aba ma teûann da glask frouez er wézen fiez-man̄, ha na gavann két : trouc’h-hi ’ta ; râk pérâg ivé é talc’h ann douar ?

8. Hag hén̄ a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, lez-hi c’hoaz eur bloaz, évit ma toullinn war-drô, ha ma likinn teil.

9. Ha martézé é tougô frouez ; anéz pelloc’h é trouc’hi anézhi.

10. Hôgen Jézuz a gélenné er sinagog da zeiz ar sabbat.

11. Ha chétu é teûas eur vaouez, péhini a ioa en̄krézet gan̄d eur spéred hag a lékéa anézhi da véza klân̄ triouec’h bloaz a ioa, hag hî a ioa kroummet, enn hévelep doaré na hellé két selloud a-ûz d’ézhi.

12. Jézuz ô véza hé gwélet, hé galvaz, hag a lavaraz d’ézhi : Maouez, dieûbed oud eûz da c’hlén̄ved.

13. Hag é lékéaz hé zaouarn war-n-ézhi ; hag hî a oé eeunet râk-tâl, hag a veûlaz Doué.

14. Hôgen eur penn-sinagog péhini a ioa droug enn-han̄ ô véza ma iac’héé Jézuz é deiz ar sabbat, a lavaraz d’ar bobl : C’houéac’h dervez zô é péré é tléeur laboura, deûid éta enn deisiou-zé évit béza iac’héet, ha na zeûit ked é deiz ar sabbat.

15. Neûzé ann Aotrou a respoun̄taz hag a lavsraz : Pilpouzed, ha na zistag két pép-hini ac’hanoc’h é deiz ar sabbat hé éjenn pé hé azen, évid hé denna eûz ar c’hraou hag hé gas d’ann dour ?

16. Ha né oa két réd ivé, é deiz ar sabbat, dieûbi hou-man̄, péhini a zô merc’h da Abraham, ha péhini a ioa en̄krézet gan̄t Satan triouec’h bloaz a ioa ?

17. Ha pa lavaraz kémen̄t-sé, hé holl énébourien a rusiaz : hag ann holl bobl em em laouénaé oc’h hé wéloud oc’h ôber kémen̄d a draôu meûleûduz.

18. Lavaroud a réaz c’hoaz : Ouc’h pétrâ eo hén̄vel rouan̄télez Doué, pé ouc’h pétrâ éc’h hévélébékainn-mé anézhi ?

19. Hén̄vel eo oud eur c’hreûnen sézô a gémer eunn dén hag a laka enn hé liors. Kreski a ra, hag é teû da véza eur wézen vrâz ; ha laboused ann én̄v a arzaô war hé skourrou.

20. Lavaroud a réaz c’hoaz : ouc’h pétrâ éc’h hévélébékainn rouan̄télez Doué ?

21. Hén̄vel eo oud ar goell a gémer eur vaouez évid hé guza é trî feûr bleûd, bété ma teûi holl da c’hôi.

22. Ha Jézuz a iea dré ar c’heriou, dré ar bourc’hiou enn eur gélenna, hag enn eur dôstaad ouc’h Jéruzalem.

23. Hôgen unan-bennâg a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, ha nébeûd a hini a vézô salvet ? Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô.

24. Strivid évit mon̄d dré ann ôr en̄k : râg hel lavaroud a rann d’é-hoc’h, kalz a dûd a glaskô mon̄d ébarz, ha na hellin̄t két.

25. Hôgen pa vézô éad ar penn-tî ébarz, ha pa en dévézô serred ann ôr, é choumod er-méaz, hag é téraouot skei war ann ôr, ô lavarout : Aotrou, digor d’é-omp ; hag hén̄ a respoun̄tô hag a lavarô d’é-hoc’h : Na ouzonn kéd a béléac’h oc’h.

26. Neûze é téraouot lavarout : Debret hag évet hon eûz dira-z-od ha té éc’h eûz kélennet enn hor marc’halec’hiou.

27. Hag hén̄ a lavarô d’éhoc’h : Na ouzonn kéd a béléac’h oc’h : tec’hid diouz-in, tûd disléal.

28. Énô é vézô gwélvan ha skrîñ-den̄t ; pa wélot Abrabam, hag Izaak, ha Jakob, hag ann holl Broféded é rouan̄télez Doué, ha c’houi kased er-méaz.

29. Don̄d a rai lôd eûz ar saô-héol, hag eûz ar c’hûs-héôl, hag eûz ann han̄ter-nôz, hag eûz ar c’hresteiz, péré a azézô é rouan̄télez Doué.

30. Hag ar ré rivéza a vézô ar ré gen̄ta, hag ar ré gen̄ta a vézô ar ré zivéza.

31. Enn deiz-zé é teuaz d’hé gavout hiniennou eûz ar Farizianed, ô lavaroud d’ézhan̄ : Kéa-kuît, ha kerz ac’hann ; râg Hérodez a fell d’ézhan̄ da laza.

32. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : It, ha livirid d’al louarn-zé : Chétu é kasann-kuît ann diaoulou, hag é rôann ar iéc’hed d’ar ré glan̄v hiriô ha war-c’hoaz, hag ann trédé deiz é vézinn kased-da-benn.

33. Koulskoudé réd eo d’in kerzoud hiriô ha war-c’hoaz hag an̄trônôz ; râg eur Profed na dlé két béza lékéad d’ar marô er-méaz eûz a Jéruzalem.

34. Jéruzalem, Jéruzalem, té péhini a laz ar Broféded, hag a labez ar ré a zô kased d’îd, péd gwéach em eûz-mé mennet strolla da vugalé, é-c’hîz ma stroll eul labous hé neiz din̄dân hé ziou-askel, ha né két felled d’îd ?

35. Chétu hô tî a vézô lézed d’é-hoc’h dihen̄tet. Râk hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz n’am gwélot mui, kén na zeûot da lavarout : Benniget ra vézô ann hini a zeû enn hanô ann Aotrou.


————


XIV. PENNAD.


1. Jézuz enn eunn deiz sabbat a iéaz é tî eur penn-dén eûz ar Farizianed, évid dibri bara, hag hî a arvesté anézhan̄.

2. Ha chétu eunn dén klan̄v gan̄d ar c’hoenv a ioa dira-z-han̄.

3. Neûzé Jézuz a gomzaz oud doktored al lézen, hag oud ar Farizianed, hag a lavaraz d’ézhô : Hag aotréed eo iac’haad ar ré glan̄v é deiz ar sabbat ?

4. Hag hî a davaz. Hôgen hén̄ ô véza kroged é dourn ann dén-zé, a iac’héaz anézhan̄ ; hag hen c’hasaz-kuît.

5. Goudé é lavaraz d’ézhô : Péhini ac’hanoc’h mar bé kouézet hé azen pé hé éjenn er pun̄s, na dennjé kéd anézhan̄ râk-tâl da zeiz ar sabbat zôkén ?

6. Ha na hellen̄t respoun̄ta nétrâ ouc’h kémen̄t-sé.

7. Neûzé ô lakaad évez pénaoz ar ré a ioa péded da zibri a zilenné al lec’hiou ken̄ta ouc’h taol, é tanévellaz ar barabolen-man̄ d’ézhô, ô lavarout :

8. Pa vézi péded da eunn eûreûd, n’en em laka két el léac’h ken̄ta ouc’h taol, gan̄d aoun n’en em gafché é-touez ar ré bédet eunn dén a vrasoc’h stâd égéd-od.

9. Ha na zeûfé ann hini en deûz pédet ann eil hag égilé, ha na lavarfé d’îd : Rô al léac’h-zé da hé-man̄ ; n’az afez neûzé enn eur rusia el léac’h divéza.

10. Hôgen pa vézi pédet, kéa, hag en em laka el léac’h divéza, évit, pa zeûi ann hini en deûz da bédet, ma lavarô d’îd : Va miñoun, piñ uc’héloc’h. Neûzé é vézi meûlet gan̄d ar ré a vézô ouc’h taol gan-éz :

11. Râk piou-bennâg en em uc’hélai a vézô izéléet ; ha piou-bennâg en em izélai a vézô uc’héléet.

12. Lavaroud a réaz ivé d’ann hini en doa hé bédet : Pa réz eul lein, pé eur goan, na béd na da viñouned, na da vreûdeûr, na da géren̄t, na da amézeien pinvidik ; gan̄d aoun na bédchen̄t ivé ac’hanôd, ha na zistaolchen̄d d’îd ar péz hô deûz bét.

13. Hôgen pa réz banvez, péd ar béorien, ar ré vac’hañ, ar ré gamm, hag ar ré zall.

14. Hag euruz é vézi, dré n’hô deûz két péadrâ da zisteurel d’îd ; râk distaoled é vézô d’îd da adsav ar ré wirion.

15. Unan eûz ar ré a ioa ouc’h taol, ô véza klevet kémen̄t-sé, a lavaraz d’ézhan̄ : Euruz eo ann hini a zebr bara é rouan̄télez Doué.

16. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Eunn dén a réaz eur goan vrâz, hag a bédaz kalz a dûd.

17. Ha da bréd ar goan é kasaz hé vével da lavaroud d’ar ré a ioa bét pédet da zon̄t, râk daré é oa pép trâ.

18. Hôgen ann holl a zéraouaz en em zigarézi, hag ar c’hen̄ta a lavaraz d’ézhan̄ : Préned em eûz eur c’hen̄kiz, ha réd eo d’in mon̄d d’hé wélout : da bidi a rann, didamall ac’hanoun.

19. Eunn all a lavaraz : Préned em euz pemp koublad éjenned, hag éz ann da wélet hag hi a zô mâd (T) ; da bidi a rann, didamall ac’hanoun.

20. Eunn all a lavaraz : Eur vaouez em eûz kéméret, hag ével-sé na hellann két mon̄t.

21. Hag ar mével ô véza distrôet a zanévellaz kémen̄t-man̄ d’hé vestr. Neûzé ar penn-tî a zavaz droug enn-han̄, hag a lavaraz d’hé vével : Kéa râk-tal er marc’halec’hiou, hag è ruiou kéar ; ha digas aman̄ ar ré baour, hag ar ré vac’hañ, hag ar ré zall, hag ar ré gamm.

22. Hag ar mével a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, ar péz éc’h eûz gourc’hémenned a zô gréat, ha léac’h éz eûz c’hoaz.

23. Hag ann Aotrou a lavaraz d’hé vével : Kéa dré ann hen̄chou, hag a-héd ar girzier, ha laka ann dûd da zon̄d-ébarz dré rédi, évit ma vézô leûn va zî.

24. Hôgen lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz hini eûz ar goazed-zé péré a zô galvet, na dan̄vai va c’hoan.

25. Eul lôd brâz a dûd a iéa gan̄t Jézuz : hag hén̄ ô tistrei a lavaraz d’ézhô :

26. Mar teû eur ré d’am c’havout, ha na gasa kéd hé dâd, hag hé vamm, hag hé c’hrég, hag hé vugalé, hag hé vreûdeur, hag hé c’hoarézed, hag ivé hé vuez hé-unan, na hell két béza diskibl d’in.

27. Ha piou-bennâg na zoug kéd hé groâz, ha na heuḻ kéd ac’hanoun, na hell két béza diskibl d’in.

28. Râk piou ac’hanoc’h, mar en défé c’hoan̄t da zével eunn tour, na niverfé da gen̄ta war hé c’horrégez ann dispiñ a vézô réd da ôber :

29. Gan̄d aoun, goudé m’en dévézô taoled ann diazez, ha n’en dévézô két gellet peûr-ôber, na deûfé ar ré holl a wélô kemen̄t-sé da ôber goab anézhan̄,

30. O lavarout : Ann dén-man̄ en doa déraouet sével eunn tour, ha n’en deûz két gellet hé beûr-ôber.

31. Pé piou eo ar roué péhini ô von̄d en hen̄t évid ôber brézel oud eur roué all, na goun da gen̄ta enn hé c’horrégez, mar gell kerzout gan̄t dék mil dén, a-éneb ar ré a zeû d’hé ziarbenna gan̄d ugen̄t mil dén ?

32. Anéz, ha pa vé c’hoaz pell, é kâs kannaded, hag é c’houlenn ar péoc’h.

33. Ével-sé piou-bennâg ac’hanoc’h ha na zilez ket kémen̄d en deûz, na hell két béza diskibl d’in.

34. Ar c’hoalen a zô mâd. Hôgen mar teû ar c’hoalen da véza dizall, gan̄t pétrâ é vézô hiliennet ?

35. N’eo mui mâd nag évid ann douar, nag évid ann teil ; hôgen hé deûrel a reur er-méaz. Ra zélaouô néb en deûz diskouarn da zélaoui.


————


XV. PENNAD.


1. Hôgen ar Bublikaned hag ar béc’herien a dôstéé out-han̄ ; évid hé glevout.

2. Hag ar Farizianed, hag ar Skribed a grôzé, ô lavarout : Pérâg ann dén-zé a zigemer-hén̄ péc’herien, hag i zebr gan̄t-hô ?

3. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô ar barabolen-man̄ :

4. Péhini ac’hanoc’h, mar en défé kan̄t dan̄vad, ha mar teûfé da goll unan anézhô, na lezché kéd ann naon̄ték ha pévar-ugen̄d all el léac’h-distrô, évit mon̄d da glask ann hini a ioa dian̄ket, bété m’en défé hé gavet ?

5. Ha goudé m’en deûz hé gavet, é laka anézhan̄ laouen-brâz war hé ziskoaz.

6. Hag ô ton̄d d’ar géar, é stroll hé viñouned hag hé amézeien, hag é lavar d’ézhô : En em louénait gan-én̄, râk kaved em eûz ann dan̄vad em boa kollet.

7. Lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz é vézô ivé muioc’h a laouénidigez enn én̄v évid eur péc’her péhini a ra pinijen, égéd évit naon̄ték ha pévar-ugen̄d dén gwirion, péré n’hô deûz kéd ézomm a binijen.

8. Pé piou eo ar vaouez, mar é défé dék péz-arc’han̄t ; ha ma kollché unan anézhô, ha na énaoufé kéd ar c’hleûzeûr, ha na skubfé kéd ann tî, évid hé glask gan̄t préder, bété ma é défé hé gavet ?

9. Ha goudé ma é deûz hé gavet, é stroll hé miñounézed hag hé amézégézed, ô lavaroud : En em laouénait gan-én̄, râk kaved em eûz ar péz-arc’han̄t em boa kollet.

10. Ével-sé hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz é vézô laouénidigez é-touez ann Élez, pa zeûi eur péc’her hép-kén da ôber pinijen.

11. C’hoaz é lavaraz : Eunn dén en doa daou vab :

12. Hag ar iaouan̄ka anézhô a lavaraz d’hé dâd : Va zâd, rô d’in al lôden zanvez a zigouéz d’in. Hag hén̄ a rannaz hé zanvez gan̄t-hô.

13. Hag eunn nébeûd dervésiou goudé, ar mâb iaouan̄ka, ô véza dastumet kémen̄d en doa, en em lékéaz enn hen̄t évit mon̄d étrézég eur vrô bell-meûrbéd, hag énô é tispiñaz hé zanvez ô véva gan̄t gadélez.

14. Ha pa en doé dispiñet kémen̄d en doa, é c’hoarvézaz eunn naounégez vrâz er vrô-zé, hag é teûaz da ézommékaat.

15. Kuîd éz éaz éta, hag en em lakaad a réaz é gôpr gan̄d eunn dén eûz ar vro. Hag hé-man̄ hen kasaz enn eunn ti d’ézhan̄ war ar méaz, évit mesa ar môc’h.

16. C’hoan̄téed en divijé leunia hé gôf gan̄d ar c’hlosou a zebré ar môc’h : ha dén na rôé d’ézhan̄.

17. Hôgen ô véza distroed enn-han̄ hé-unan, é lavaraz : A béd gôpraer zô é ti va zad hag en deûz bara é leiz, ha mé a varv aman̄ gan̄d ann naoun ?

18. Sével a rinn, hag éz inn étrézé va zâd, hag é livirinn d’ézhan̄ : Va zâd, péc’hed em eûz a-éneb ann én̄v hag enn da énep.

19. N’ounn két talvoudek pelloc’h da véza galved da vâb : va zigémer ével unan euz da c’hôpraerien.

20. Hag é savaz, hag é teûaz étrézég hé dâd. Hôgen pa édo c’hoaz pell, hé dâd hen gwélaz, hag en doé truez out-han̄ ; hag ô tirédek é lammaz d’hé c’houzouk, hag é pokaz d’ézhan̄.

21. Hag hé vâb a lavaraz d’ézhan̄ : Va zâd, péc’hed em eûz a-éneb ann én̄v hag enn da énep ; n’ounn két talvoudek pelloc’h da véza galved da vâb.

22. Hôgen ann tâd a lavaraz d’hé vévellou : Digasit buan hé zaé gen̄ta, ha gwiskit-hi d’ézhan̄, ha likid eur walen ouc’h hé vîz, ha boutôu enn hé dreid :

23. Digasid ivé al leûé lard, ha lazit-hén̄ ; debromp ha gréomb banvez.

24. Râg ar mâb-man̄ d’in a ioa marô, hag eo asbevet : dian̄ked oa, hag eo askavet. Hag en em lakaad a réjon̄d da ôber banvez.

25. Hôgen hé vap héna a ioa er park : ha pa zistrôaz ha pa dôstaaz ouc’h ann tî, é klevaz ar c’hân hag ar c’horol :

26. Hag é c’halvaz unan eûz ar vévellou ; hag é c’houlennaz pétrâ oa kémen̄t-sé.

27. Hag hé-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Da vreûr a zô deûet, ha da dâd en deûz lazed al leûé lard, ô véza ma ’z eo distrôet iac’h.

28. War gémen̄t-sé ê savaz droug enn-han̄ ha na fellé kéd d’ézhan̄ mon̄d ébarz. Hôgen hé dad ô véza éad er-méaz, en em lékéaz d’hé bidi.

29. Hag hé-man̄ a respoun̄taz, hag a lavaraz d’hé dâd : Chétu meûr a vloaz zô aba émounn dindân da c’hourc’hémennou, ha biskoaz n’ounn tréménet dreist hini anézhô : ha biskoaz n’éc’h euz rôed eur c’havrik d’in, évid ôber banvez gan̄t va miñouned.

30. Hôgen kerken̄t ha ma eo deûed ar mâb-man̄ d’îd, péhini en deûz debret hé zanvez gan̄t merc’hed, éc’h eûz lazed évit-han̄ al leûé lard.

31. Hag ann tâd a lavaraz d’ézhan̄ : Va mab, té a zô bépréd gan-é, ha kémen̄d em euz a zô d’îd :

32. Hôgen réd é oa ôber banvez hag en em laouénaat, râg ar breûr-man̄ d’îd a ioa marô, hag eo asbévet : dian̄ked é oa hag eo askavet.


————


XVI. PENNAD.


1. Jezuz a lavaraz ivé d’hé ziskibled : Eunn dén pinvidik en doa eur mérer : hag hé-man̄ a oé tamalled dira-z-han̄ da véza trézet hé vadou.

2. Hag hén̄ a c’halvaz anézhan̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a glevann-mé diwar da benn ? Daskor koun̄t d’in eûz da vérérez ; râg hiviziken na helli mui méra va madou.

3. Hôgen ar mérer a lavaraz enn-han̄ hé-unan : Pétrâ a rinn-mé, pa lamm va aotrou mérérez hé vadou digan-én ? Na hellfenn ket laboura ann douar, ha rusia a rafenn ô korka.

4. Gouzoud a rann pétrâ a rinn, évit, pa vézô lamet ar mérérez digan-én, ma tigémérin̄d ac’hanoun enn hô ziez.

5. O véza éta galvet kémen̄d hini a dlié d’hé aotrou, e lavaraz d’ar c’hen̄ta : Pégémen̄d a dléez-té d’am aotrou ?

6. Hag hén̄ a lavaraz : Kan̄t barazik éôl. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Kémer da zléad, azez azé, ha skrîv hanter-kan̄t.

7. Da eunn all é lavaraz : Ha té, pégémen̄t é tléez-té ? Hag hé-man̄ a lavaraz : Kan̄t feûr gwiniz. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Kémer da skrîd, ha skrîv pevar-ugen̄t.

8. Hag ann aotrou a veûlaz ar mérer disleal-zé, dré m’en doa méret gan̄t furnez : râk bugalé ar béd-man̄ a zô furoc’h enn hô gwenn égét bugalé ar goulou.

9. Ha mé a lavar d’é-hoc’h : Grît miñouned d’é-hoc’h gan̄d ar madou disléal, évit, pa zeûod da gouéza, ma tigémérin̄d ac’hanoc’h enn teltou hîr-baduz.

10. Néb a zô léal enn traou dister, a zô léal enn traou brâz : ha néb a zô disléal enn traou dister, a zô disléal enn traou brâz.

11. Ma n’hoc’h két bét éta léal er madou disléal, piou a fisiô enn-hoc’h ar madou gwirion ?

12. Ha ma n’hoc’h két bét léal er madou a-ziavéaz, piou a rôi d’é-hoc’h ar péz a zô d’é-hoc’h ?

13. Dén é-béd na hell servicha daou aotrou : râk pé é kasaô unan, hag é karô égilé ; pé en em stagô oud unan, hag é faéo égilé. Na hellit két servicha Doué hag ar madou (G).

14. Hôgen ar Farizianed, péré a ioa tûd pîz, a glevé kémen̄t-sé, hag a réa goab anézhan̄.

15. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Évid-hoc’h-hu en em ziskouézit gwirion dirâg ann dûd. Doué a anavez hô kalounou : râg ar péz a zô huel war ménoz ann dûd a zô eunn dra argarzuz dirâk Doué.

16. Al lézen hag ar Broféded a zô bét bété Iann : adaleg ann amzer-zé rouan̄télez Doué a zô bét prézéget ; ha pép-hini a laka hé strîv évit mon̄d enn-hi.

17. Ken̄toc’h é trémenô ann én̄v hag ann douar, égét na vézô tennet eul lizéren eûz al lézen.

18. Piou-bennâg a gâs-kuîd hé c’hrég, hag a gémer eunn all, a gouéz enn avoultriez : ha piou-bennâg a zimez gan̄d eur c’hrég kaset-kuît gan̄d hé ozac’h, a gouéz enn avoultriez.

19. Béz éz oa eunn dén pinvidik, péhini a ioa gwisket a vouk hag a lien moan : hag e réa banvez bemdez gan̄t mizou brâz.

20. Béz’ éz oa ivé eunn dén paour hanvet Lazar, péhini a ioa gourvézet ouc’h hé zôr, gôlôed a c’houliou.

21. Péhini en défé bét c’hoan̄t d’en em walc’ha gan̄d ar bruzun a gouézé diwar daol ann dén pinvidik, ha dén na roé d’ézhan : hôgen ar châs a zeûé, hag a lipé hé c’houliou.

22. Hôgen c’hoarvézoud a réaz pénaoz é varvaz ann dén paour, hag é oé douget gan̄d ann Élez é askré Abraham. Ann dén pinvidig a varvaz ivé, hag é oé liénet enn ifern.

23. Hôgen pa édo enn en̄krez, é savaz hé zaou-lagad, hag é wélaz Abraham a-bell, ha Lazar enn hé askré.

24. Hag hén̄ enn eur c’harmi a lavaraz : Tâd Abraham, az péz truez ouz-in ; kâs Lazar, évit ma lakai penn hé vîz enn dour, ha ma freskai va zéôd ; râg gwall en̄krézed ounn er flamm-man̄.

25. Hag Abraham a lavaraz d’ézhan̄ : Va mâb, az péz koun pénaoz éc’h eûz bét da vadou enn da vuez, ha pénaoz Lazar n’en deûz bét némét poaniou : hôgen bréman̄ hén̄ a vézô dizoaniet, ha té a vézô en̄krézet.

26. Hag é kémen̄t-sé holl, éz eûz eur poull brâz étré nî ha c’houi : enn hévélep doaré na hellé hini mon̄d ac’hann étrézég enn-hoc’h, na don̄d aman̄ a-les-sé.

27. Hag ann dén pinvidik a lavaraz d’ézhan̄ : Va zâd, da bidi a rann d’hé c’hâs da di va zâd.

28. Râg pemb breûr em eûz : évit ma testéniô kémen̄t-man̄ d’ézhô, gan̄d aoun na zeûfen̄d ivé ho-unan el léac’h en̄krézuz-man̄.

29. Hag Abraham a lavaraz d’ézhan̄ : Moizez hag ar Broféded hô deûz ; sélaouen̄t anézhô.

30. Nann, émé-z-han̄, tâd Abraham ; hôgen mar d-a unan eûz ar ré varô d’hô c’havout, é rain̄t pinijen.

31. Abrabam a lavaraz d’ézhan : Ma na zélaouon̄t na Moizez nag ar Broféded, na grédin̄t két ken nébeût, ha pa’z afé unan eûz a douez ar ré-varô.


————


XVII. PENNAD.


1. Ha Jézuz a lavaraz d’hé ziskibled : Réd eo é teûfé gwall skouériou hôgen gwa d’ann hini eûz a béhini é teûon̄t.

2. Gwelloc’h é vé d’ézhan̄ é vé staget ouc’h hé c’houzoug eur méan milin, hag é vé taoled er môr, égét ma rôfé gwall skouér da unan eûz ar vugaligou-man̄.

3. Likid évez ouz-hoc’h. Mar en deûz péc’hed da vreûr enn da énep, tamall anézhan̄ : ha ma en deûz keûz, distaol d’ézhan̄.

4. Ha mar péc’h enn da énep seiz gwéach enn deiz, ha mar tistrô seiz gwéach enn deiz d’az kavout, eun eul lavarout : Keûz em eûz ; distaol d’ézhan̄.

5. Hag ann Ébestel a lavaraz d’ann Aotrou : Kresk hor feiz-ni.

6. Hôgen ann Aotrou a lavaraz : Ma hô pé feiz ével eur c’hreûnen zézô, hag é lavarfac’h d’ar wézen-vouar-zé : En em zic’hrisienn, ha kéa d’en em blan̄ta er môr ; sen̄ti a rajé ouz-hoc’h.

7. Piou ac’hanoc’h ma en deûz eur mével oc’h ara pé ô vesa, a lavarfé d’ézhan̄ pa eo distrô eûz ar park : Kéa râk-tâl, hag en em laka ouc’h taol.

8. Ha na lavarfé két ken̄toc’h d’ézhan̄ : Aoz koan d’in, en em c’houriz, ha servich ac’hanoun, bété ma em bézô debret hag évet ; ha goudé-zé é tebri hag éc’h evi ?

9. Ha n’en dévézô kéd a drugarez d’ar mével-zé, mar gra kément en deûz gourc’hémennet d’ézhan̄ ?

10. Na grédann két. Ével-sé c’houi ivé, p’hô pézô gréat kémen̄d a zô gourc’hémennet d’é-hoc’h, livirit : Mévellou didalvez omp : kémen̄d hor boa da ôber, hon eûz gréat.

11. Eunn deiz pa ’z éa da Jéruzalem, é tréméné Jézuz dré greiz Samari hag ar Galiléa.

12. Ha pa ’z éa ébarz eur vourc’h, é oé diarbennet gan̄t dék dén lovr,

13. Hag ô sével hô mouéz, a lavaré : Mestr, ar péz truez ouz-omp.

14. Pa wélaz anézhô, é lavaraz : Id, hag en em ziskouézid d’ar véleien. Ha pa ’z éjon̄t, é oen̄t iac’héet.

15. Hôgen unan anézhô, ô wélout pénaoz é oa paré, a zistrôaz war hé c’hîz, hag a veûlaz Doué gan̄d enr vouéz gré.

16. Hag en em daolaz oud hé dreid, oc’h hé drugarékaat : hag hé-man̄ a ioa eur Samaritan.

17. Neûzé Jézuz a lavaraz : Ha né d-eo két bét iac’héet ann dég holl ? Péléac’h éma ann naô all ?

18. N’eûz két bét kaved hini a gémen̄t a vé distrôet, hag en défé meûlet Doué, néméd ann diavésiad-man̄.

19. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Saô, ha kéa, da feiz en deûz da iac’héet.

20. Ar Farizianed ô véza goulenned digan̄t-han̄ peûr é teûjé rouan̄télez Doué, é respoun̄taz d’ézhô ô lavarout : Rouan̄télez Doué na zeûi két enn eunn doaré arwézuz.

21. Ha na vézô két lavaret : Éma aman̄, pé éma azé. Râk chétu éma rouan̄télez Doué enn hô kreiz.

22. Neûzé é lavaraz d’hé ziskibled : Don̄d a rai eunn amzer é péhini hô pézô c’hoan̄t da wéloud unan eûz a zeisiou Mâb ann dén, ha n’hen gwélot két.

23. Hag hî a lavarô d’é-hoc’h : Éma aman̄, pé éma ahon̄t. N’az ît kéd dî, ha na heuḻit kéd anézhô.

24. Râg é-c’hîz ma teû eul luc’héden da lugerni eûz a eur penn d’ar penn all eûz ann én̄v ; ével-sé é teûi Mâb ann dén enn hé zeiz.

25. Hôgen araok neûzé eo réd d’ézhan̄ gouzan̄vi kalz ha béza distaolet gan̄d ar wenn-man̄.

26. Hag é-c’hîz ma eo c’hoarvézet é deisiou Noé, ével-sé é c’hoarvézô da zeisiou Mâb ann dén.

27. Ann dûd a zebré hag a évé ; dimizi a réan̄t hag é réan̄t dimiziou bétég ann deiz m’az éaz Noé enn arc’h : hag al livaden a zeûaz, hag a gasaz ann holl gan̄t-hi.

28. Hag é-c’hîz ma c’hoarvézaz ivé é deisiou Lot : ann dûd a zebré hag a évé, a bréné hag a werzé, a blan̄té hag a zavé tiez :

29. Hôgen enn deiz m’az éaz Lot er-méaz eûz a Zodoma, é c’hlaôiaz tân ha soufr eûz ann én̄v, hag a gasaz ann holl gan̄t-hô.

30. Ével-sé é c’hoarvézô ivé pa en em ziskouézô Mâb ann dén.

31. Eun heur-zé, néb a vézô war hé dôen, hag hé listri enn tî, na ziskennet két évid hô c’hémérout ; ha néb a vézô er park, na zistrôet kéd ivé war hé c’hîz.

32. Hô pézet koun eûz a c’hrég Lot.

33. Piou-bennâg a fellô d’ézhan̄ savétei hé vuez, he c’hollô : ha piou-bennâg hé c’hollô a zavétéô anézhi.

34. Hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz enn nôz-zé, eûz a zaou a vézô enn eur gwélé, unan a vézô kéméret, hag égilé a vézô lézet :

35. Eûz a ziou a vézô ô vala kévret, unan a vézô kéméret, hag ébén a vézô lézet. Eûz a zaou a vézô enn eur park, unan a vézô kéméret, hag égilé a vézô lézet.

36. Hag hî a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : É péléac’h, Aotrou ?

37. Hag hén̄ a lavaasz d’ézhô : É pé1éac’h-bennâg ma vézô ar c’horf, énô en em strollô ann éred.


————


XVIII. PENNAD.


1. Lavaroud a réaz ivé ar barabolen-man̄ d’ézhô, évid diskouéza pénaoz eo réd pidi bépréd, hag héb éhana,

2. O lavarout : Béz’ éz oa eur barner enn eur géar, ha na zoujé kéd Doué, ha n’en doa aoun é-bed râg ann dûd.

3. Béz’ éz oa ivé eunn in̄tan̄vez er géar-zé, hag a zeûaz d’hé gavout, ô lavarout : Kastiz va énébour.

4. Hag é-pâd pell-amzer na fellaz kéd d’ézhan̄ hé ôber. Hôgen goudé-zé é lavaraz enn-han̄ hé-unan : Pétrâ-bennâg na zoujann kéd Doué, ha n’em eûz aoun é-béd râg ann dûd,

5. Koulskoudé, ô véza ma teû ann in̄tan̄vez-zé da heskina ac’hanoun, é kastizinn hé énébour, gan̄d aoun na zeûfé enn-divez da vézékaad ac’hanoun.

6. Neûzé ann Aotrou a lavaraz : Klevit pétrâ a lavar ar barner disléal.

7. Hôgen Doué ha na ven̄jô-hén két hé ré zilennet, péré a lén̄v out-han̄ nôz-deiz, hag habaskded en dévézô enn hô c’hén̄ver ? (G).

8. Hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz é ven̄jô anézhô hep dalé (G). Hôgen pa zeûi Mâb ann dén, ha c’houi a venn pénaoz é kavô feiz war ann douar ?

9. Lavaroud a réaz ivé ar barabolen-man̄ da hiniennou, péré a fisié enn-hô hô-unan é-c’hîz tûd gwirion, hag a réa faé eûz ar ré all :

10. Daou zén a biñaz enn templ évit pidi : unan a ioa Farizian, hag égilé Publikan.

11. Ar Farizian oc’h en em zerc’hel enn hé zâ, a bédé ével-henn enn-han̄ hé-unan : Va Doué, da drugarékaad a rann ô véza n’ounn kéd ével ar ré all eûz ann dûd, péré a zô laéroun, disléal, hag avoultrerien : na zô-kén ével ar Publikan-man̄.

12. Diou wéach ar zizun é iunann : ann déog a rôann war gémen̄d em eûz.

13. Hag ar Publikan oc’h en em zerc’hel a bell, na grédé két sével hé zaou-lagad étrézég ann én̄v : hag é skôé war boull hé galoun, ô lavarout : Va Doué, az péz truez ouz-in-mé péc’her.

14. Hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz hé-man̄ a zistrôiô diskarg d’hé dî, hag égilé na rai két : râk piou-bennâg en em uc’héla a vézô izéléet : ha piou-bennâg en em izéla a vézô uc’héléet.

15. Neuzé é oé kased dézhan̄ bugaligou évit ma lakajé hé zaouarn war-n-ézhô. Hôgen hé ziskibled pa weljon̄d anézho, en em lékéaz d’hô c’hrôza enn eunn doaré dichek.

16. Ha Jézuz a c’halvaz anézhô enn-drô d’ézhan̄, hag a lavaraz d’hé ziskibled : List ar vugaligou da zon̄d d’am c’havout, ha na virit kéd out-hô ; rak rouan̄télez Doué a zô évid ar ré a zô hén̄vel out-hô.

17. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h ; piou-bennâg na zigémérô két rouan̄télez Doué ével eur bugel bihan, n’az ai kéd ébarz.

18. Ha chétu eur prin̄s a zeûaz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou mâd, oc’h ôber pétrâ em bézô-mé ar vuez peûr-baduz ?

19. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg am galvez-té mâd ? Doué hép-kén a zô mâd.

20. Ar gourc’hémennou a anavézez : Na lazi két : Na avoultri két : Na laéri két : Na zougi kéd a fals testéni : Enor da dâd ha da vamm.

21. Hag hén̄ a lavaraz : Mired em eûz kémen̄t-sé adalek va iouan̄kiz.

22. Jézuz ô véza hé glevet, a lavaraz d’ézhan̄ : Eunn dra éc’h eûz c’hoaz da ôber : gwerz kémen̄d éc’h eûz, ha rô hén̄ d’ar béorien, hag ez pézô eunn ten̄zor enn én̄v : ha deûz, hag heuḻ ac’hanoun.

23. Hé-man̄ pa glevaz kémen̄t-sé a oé glac’haret-braz ; râk pinvidik-braz é oa.

24. Hôgen Jézuz pa hen gwélaz deûet trist, a lavaraz : Pégen diez eo da eunn dén pinvidik mon̄d é rouan̄télez Doué !

25. Râg easoc’h eo da eûr c’han̄val treménoud dré graouen eunn nadoz, égéd da eunn dén pinvidik mon̄d é rouan̄télez Doué.

26. Hag ar ré a zélaoué anézhan̄ a lavaraz : Piou éta a hellô béza salvet ?

27. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ar péz a zô dic’halluz d’ann dûd, a zô galluz da Zoué.

28. Hôgen Per a lavaraz d’ézhan̄ : Évid-omp-ni hon eûz dilézet pép-trâ, hag hon eûz da heûliet.

29. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h pénaoz dén na zilézô hé dî, pé hé dâd hag hé vamm, pé hé vreûdeûr, pé hé c’hrég, pé hé vugalé, évit rouan̄télez Doué,

30. Ha n’en dévézô enn amzer-man̄ kalz ouc’h-penn, hag enn amzer da zon̄t ar vuez peûr-baduz.

31. Neûzé Jézuz a géméraz gan̄t-han̄ ann daouzék, hag a lavaraz d’ézhô : Chétu éz éomp da Jéruzalem, ha kémen̄d a zô bét skrivet gan̄d ar Broféded diwar-benn Mâb ann dén a vézô sévénet.

32. Râk lékéat é vézô étré daouarn ar Jen̄tiled, péré a rai goab anézhan̄, a skourjékô anézhan̄ hag a skôpô out-han̄ :

33. Ha goudé béza hé skourjézet, é lazin̄d anézhan̄, hag ann trédé deiz é savô a varô da véô.

34. Hag hî na boellé nétrâ eûz a gémen̄t-se ; al lavar-zé a oa kuzet d’ézhô, ha na wien̄t két pétrâ a fellé d’ézhan̄ da lavarout.

35. Ha pa édo tôst da Jériko, eunn dén dall a ioa azézet war ann hen̄t, hag a c’houlenné ann aluzen.

36. Ha pa glevaz ar bobl ô tréménout, é c’houlennaz pétrâ é oa kémen̄t-sé.

37. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ pénaoz é tréméné Jézuz a Nazaret.

38. Hag hén̄ en em lékéaz da c’harmi, ô lavarout : Jézuz, mâb David, az péz truez ouz-in.

39. Hag ar ré a iéa a-raok a grôzé anézhan̄ évid hé lakaad da dével. Hôgen hén̄ a c’harmé c’hoaz kréoc’h, ô lavarout : Mâb David, az péz truez ouz-in.

40. Hôgen Jézuz ô véza arzaouet, a c’hourc’hémennaz hé gâs d’ézhan̄. Ha pa dôstaaz, é c’houlennaz digan̄t-han̄ :

41. Pétrâ a fell d’îd é rajenn évid-od ? Hag ann dén dall a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, gra ma wélinn.

42. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Gwél, da feiz en deûz da zavétéet.

43. Ha râk-tâl é wélaz, hag éc’h heûlié Jézuz ô veûli Doué. Hag ann holl bobl ô welout kémen̄t-sé a veûlaz Doué


————


XIX. PENNAD.


1. Jézuz ô veza éat é Jériko a dréméné dré géar.

2. Ha chétu eunn dén hanvet Zakéuz péhini a ioa da benn d’ar Bublikaned, hag a ioa pinvidik,

3. En doa c’hoan̄t da wélout Jézuz ha d’hé anaout : ha na hellé két, dré ann abek d’ann en̄groez, râg gwall vihan é oa.

4. En em lakaad a réaz da rédek hag é piñaz war eur wézen zikomor évid hé wélout : râk dré énô é tlié tréménout.

5. Ha pa zeûaz Jézuz el léac’h-zé, é savaz hé zaou-lagad hag é wélaz anézhan̄ ; hag é lavaraz d’ézhan̄ : Zakéuz, diskenn râk-tâl ; râk réd eo d’in hiriô mon̄d da choum enn da dî.

6. Hag hén̄ a ziskennaz râk-tâl, hag a zigéméraz Jézuz gan̄t laouénidigez.

7. Ha pa wélaz ann holl kémen̄t-sé, é soroc’hen̄t, ô lavarout : É-tî eur péc’her eo éad da choum.

8. Hôgen Zakéuz, oc’h en em zerc’hel dirâg ann Aotrou, a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu Aotrou, é rôann ann han̄ter eûz va madou d’ar béorien : ha mar em eûz gréat gaou ouc’h unan-bennâg, é tistaolinn d’ézhan̄ péder gwéach kémen̄d all.

9. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Ar zilvidigez a zô bét rôed hiriô d’ann tî-man̄ : dré ma’z eo ivé hé-man̄ mâb da Abraham.

10. Râk Mâb ann dén a zô deûet évit klaskout hag évit savétei ar péz a ioa kollet.

11. O véza ma silaoué ann dûd-zé kémen̄t-sé gan̄t strîv, é lavaraz c’hoaz eur barabolen, dré ma’z oa tôst da Jéruzalem, ha ma vennen̄t pénaoz rouan̄télez Doué en em ziskouézché abars némeûr.

12. Lavaroud a réaz ’ta d’ézhô : Eunn dén nobl a iéaz enn eur vrô bell évit kémérout eur rouan̄télez évit-han̄, hag évit don̄t-kuît goudé.

13. Hag ô véza galvet hé zek mével, é rôaz d’ézhô dék péz arc’han̄t, hag é lavaraz d’ézhô : Likid ann arc’han̄t-zé da c’hounid, kén na zistrôinn.

14. Hôgen tûd hé vrô a gasaé anézhan̄ ; hag é kaschont kannaded war hé lerc’h, évit lavaroud d’ezhan̄ : Na fell kéd d’éomp é vé hé-man̄ hor roué.

15. Hag é tristrôaz goudé béza digéméret hé rouan̄télez : hag é c’hourc’hémennaz gervel ar mevellou da béré en doa rôed hé arc’han̄t, évit gouzout pégémen̄t en doa gounézet pép-hini.

16. Hôgen ar c’hen̄ta a zeûaz hag a lavaraz : Aotrou, da béz arc’han̄t en deûz gounézed dég all.

17. Hag hé aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Braô, mével mâd, dré ma’z oud bét léal war nébeûd a drâ, ez pézô galloud war zék kéar.

18. Eunn all a zeûaz hag a lavaraz : Aotrou, da béz arc’han̄t en deûz gounézet pemp all.

19. Hag ann Aotrou a lavaraz da hé-man̄ : Ha té, ez pézô galloud war bemp kéar.

20. Eunn all a zeûaz hag a lavaraz : Aotrou, chétu da béz arc’han̄t, em eûz lékéad enn eunn tamm lien,

21. Râg aoun em eûz bét ra-z-od, dre ma’z oud eunn dén garô : kéméroud a réz ar péz n’éc’h eûz két rôet, médi a réz el léac’h n’éc’h eûz kéd hadet.

22. Hé aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Dré da c’hénou da-unan, é varnann ac’hanôd, mével fall : té a wié pénaoz ounn eunn dén garô, pénaoz é kémérann ar péz n’em eûz két rôet, ha pénaoz é védann el léac’h é pehini n’em eûz kéd hadet :

23. Pérâg éta n’éc’h eûz-té ket lékéat va arc’han̄t war daol ar werz, évit, pa zistrojenn, ma hé dennjenn gan̄t kampi ?

24. Hag é lavaraz d’ar ré a ioa énô : Tennit digan̄t-han̄ ar péz arc’han̄t en deûz, ha rôit-hén̄ d’ann hini en deûz dék péz arc’han̄t.

25. Hag hi a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, dék péz arc’han̄t en deûz.

26. Hôgen, émé-z-han̄, mé a lavar d’é-hoc’h pénaoz da gémen̄d en deûz é vezô rôet, hag é founnô : hôgen da nép n’en deûz két, é vézô lamet digan̄t-han̄ kémen̄d en deûz.

27. É-ken̄ver va énébourien péré né ket fellet d’ézhô é vijenn da roué d’ézhô, digasit-hô aman̄, ha lazit-hô dira-z-oun.

28. Hag ô véza lavaret kémen̄t-sé, é piñaz da Jéruzalem, ô von̄d a-raog ar ré all.

29. Ha pa dôstajon̄d out Bélfajé hag out Bétania, war ar ménez a c’halveur Olived, é kasaz daou eûz hé ziskibled,

30. Hag é lavaraz dézhô : Id d’ar vourc’h a zô râg-énep d’é-hoc’h, ha pa viod éad enn-hi, é kéfot eunn azen iaouan̄k stâg, war béhini n’eo c’hoaz piñed dén ; distagit-hén̄ ha digasit-hén̄ d’in.

31. Ha ma lavar eur ré d’ê-hoc’h : Pérag é tistagit-hu hen-nez ? Livirid d’ézhan̄ : Dré ma en deûz ann Aotrou ézomm anézhan̄.

32. Ar ré a gasé a iéaz éta, hag a gavaz ann azen iaouan̄k é-c’hîz m’en doa lavared d’ézhô.

33. Hôgen pa zistagen̄t ann azen, hé berc’henned a lavaraz d’ézhô : Perâg é tistagit-hu ann azen iaouan̄k-zé ?

34. Hag hî a lavaraz : Dré m’en deûz ann Aotrou ézomm anézhan̄.

35. Hag é tigaschon̄d anézhan̄ da Jézuz. Ha goudé béza taolet hô diḻad war ann azen, é lékéjon̄t Jézuz wâr-n-ézhan̄.

36. Ha dré ma’z éa, é skiñé ann dûd hô diḻad war ann hen̄t.

37. Hôgen pa dostéé eûz a ziskenn ménez Olived, ann holl ziskibled laouen-brâz, a zéraouaz meûli Doué a bouéz-penn eûz ann holl vurzudou hô doa gwélet,

38. O lavarout : Benniget ra vézo ar roué a zeû enn hanô ann Aotrou : péoc’h enn én̄v, ha gloar enn uc’héla eûz ann én̄vou.

39. Neûzé hiniennou eûz ar Farizianed péré a ioa é-touez ar bobl, a lavaraz d’ézhan̄ : Mestr, krôz da ziskibled.

40. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz ma tâv ar ré-man̄, ar vein hô-unan a c’harmô.

41. Ha pa dôstéé, ha pa wélaz kéar, é lén̄vaz war-n-ézhi, ô lavarout :

42. Ma anavézchez enn deiz-man̄ ar péz a hell digas ar peoc’h d’id : hôgen bréma kémen̄t-sé a zô kuzed ouz da zaou-lagad.

43. Râk don̄d a rai eunn amzer war-n-od, é péhini da énébourien a rai kleûsiou enn-drô d’îd, hag a strobô ac’hanôd, hag a strizô ac’hanôd a bép tû :

44. Da ziskara a rain̄d d’ann douar, té hag ar vugalé a zô enn-od, ha na lézin̄t két méan war véan ; ô véza n’éc’h eûz kéd anavézet ann amzer eûz da wéladen.

45. Hag ô veza éad enn templ, é téraouaz kâs-kuît ar ré a werze hag ar ré a bréné,

46. O lavaroud d’ézhô : Skrived eo : Va zî a zô tî ar béden. Ha c’houi hoc’h euz gréad anézhan̄ eur c’héô laéroun.

47. Ha bemdéz é kelenné enn templ. Hôgen Prin̄sed ar véleien, ar Skribed, ha Pennou ar bobl a glaské ann darvoud d’hé golla.

48. Ha na gaven̄t nétrâ da ôber enn hé énep ; râg ann holl bobl a ioa souézet-braz oc’h hé glevout.


————


XX. PENNAD.


1. Unan eûz ann deisiou-zé, pa édo ô kélenna ar bobl enn templ, hag ô prézégi ann aviel, Prin̄sed ar véleien, ar Skribed hag ann Hénaoured en em strollaz,

2. Hag a lavaraz d’ézhan̄ : Lavar d’é-omp gan̄t pé c’halloud é réz kémen̄t-sé, pé piou en deûz rôed d’îd ar galloud-zé ?

3. Hôgen Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Eur gér a c’houlenninn ivé digan-é-hoc’h. Respoun̄tid d’in :

4. Badez Iann, hag hén̄ a zeûé eûz ann én̄v, pe eûz ann dûd ?

5. Hag hî a venné enn-hô hô-unan, ô lavarout : Ma lévéromp eûz ann én̄v, é lavaro : Pérâg éta n’hoc’h eûs-hu két kréded d’ézhan̄ ?

6. Hôgen ma lévéromp eûz ann dûd, ann holl bobl a labézo ac’hanomp ; râk kridi a réon̄t évit-gwîr pénaoz Iann a ioa Profed.

7. Hag hî a respoun̄taz pénaoz na wien̄t kéd a béléac’h é teûé.

8. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Ha, mé na livirinn kéd d’é-hoc’h gan̄t pé c’halloud é rann kémen̄t-sé.

9. Neûzé é téraouaz lavaroud d’ar bobl ar barabolen-man̄ : Eunn dén a blan̄taz eur winien, hag a rôaz anézhi é gôbr da labourerien, hag a iéaz enn eur vrô bell évit pell amzer.

10. Pa oé deûed ann amzer, é kasas eur mével étrézég al labourerien, évit ma rôjen̄d d’ézhan̄ frouez hé winien. Hôgen ar ré-man̄ goudé béza hé gannet, a gasaz kuît anézhan̄ hép rei nétrâ d’ézhan̄.

11. Eur mével all a gasaz d’ézhô. Hôgen hî, goudé béza ivé hé gannet, ha gréad d’ézhan̄ meûr a zismégan̄s, hé c’hasas-kuît hép rei nétrâ d’ezhan̄.

12. Eunn trédé a gasas : Hag hî, goudé béza hé c’houliet, hé c’hasaz ivé kuît.

13. Hôgen aotrou ar winien a lavaraz : Pétrâ a rinn-mé ? Kâs a rinn va mâb kér d’ézhô : martézé, pa hen gwélin̄t, é toujin̄d anézhan̄.

14. Hôgen al labourerien pa wéljon̄d anézhan̄, a vennaz enn-hô hô-unan, ô lavarout : Hé-man̄ eo ann her, lazomp-hén, hag hé zigwés a vézô d’é-omp.

15. Hag ô véza hé daolet enn tû all d’ar winien, é lazjon̄d anézhan̄. Petrâ éta a rai d’ézhô aotrou ar winien ?

16. Don̄d a rai, hag é kollô al labourerien-zé, hag é rôi hé winien da labourerien all. Prin̄sed ar véleien ô veza klevet kémen̄t-sé, a lavaraz d’ézhan̄ : Doué ra virô.

17. Hôgen Jézuz ô selloud out-hô a lavaraz d’ézhô : Pétrâ éta eo ann dra-man̄ a zô skrivet : Ar méan a zô bét distaolet gan̄d ar ré a zavé ann tî, a zô deûed da véza ar méan ken̄ta eûz ar c’horn.

18. Piou-bennâg a gouézô war ar méan̄-zé a vézô brévet ; hag ann hini war béhini é kouézô a vézô friket.

19. Prin̄sed ar véleien hag ar Skribed hô doé c’hoan̄t da gregi enn-han̄ enn heur-zé ; râg anavésed hô doa pénaoz en doa danévellet ar barabolen-zé enn hô énep : Hôgen aoun hô doa râg ar bobl.

20. Hag ô lakaad évez out-han̄, é kaschon̄d d’ézhan̄ tûd péré a aozaz spiou d’ézhan̄, a géméraz doaré tûd gwirion, évid hé géméroud enn hé gomsiou, évid hé lakaat goudé étré daouarn ar penn-kéar, ha mérer ar vrô.

21. Hag é réjon̄d eur goulenn d’ézhan̄, ô lavarout : Mestr, gouzoud a réomp pénaoz é komzez hag é teskez gan̄t gwirionez, ha pénaoz n’éc’h eûz azaouez é-béd évid dén, hôgen é teskez hen̄d Doué er wirionez :

22. Ha réd eo d’é-omp rei ar gwîr da Zézar, pé n’eo két réd ?

23. Hôgen Jézuz péhini a wélé hô zouellérez, a lavaraz d’ézho : Pérâg é temptit-hu ac’hanoun ?

24. Diskouézid d’in eunn diner. Eûz a biou en deûz ann hévélédigez hag ar skrid ? Hag hî a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Eûz a Zézar.

25. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Distaolid da Zézar ar péz a zô da Zézar, ha da Zoué ar péz a zô da Zoué.

26. Ha na helljon̄t két tamalloud hé lavar dirâg ar bobl : hag ô véza souézet-brâz oc’h hé glevout, é tavchon̄t.

27. Neûzé hiniennou eûz ar Saduséed péré a nac’h é savché ann dûd a varô da véô, a zeûaz d’hé gavout, hag a réaz eur goulenn out-han̄,

28. O lavarout : Mestr, Moizez en deûz skrived d’é-omp, pénaoz mar marv eunn dén, ha ma na lez kéd a vugalé, é tlé dimézi hé vreûr da c’hrég hé-man̄, évit ma tigasô hâd d’hé vreûr.

29. Hôgen seiz breûr a ioa : hag ar c’hen̄ta a géméraz eur c’hrég, hag a varvaz héb bugalé.

30. Ann eil a zimézaz gan̄t-hi, hag a varvaz héb bugalé.

31. Ann trédé a zimézaz gan̄t-hi, hag ar ré goudé, hag ar seiz holl a varvaz hép lézel hâd.

32. Enn-divez-holl ar c’hrég a varvaz ivé.

33. Pa zavô éta ann dûd eûz a varô da véô, eûz a péhini eûz ar ré-man̄ é vêzô-hi grég ? Râg hô seiz in̄t bét dimézet d’ézhi.

34. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Bugalé ar béd-man̄ a gémer gragez, hag ar gragez a gémer goazed :

35. Hôgen ar ré a vézô kavet dellézeg eûz ar béd all, pa zeûi ann dazorc’hidigez, n’hô dévézô kéd a c’hragez, nag ar gragez a oazed.

36. Râk na bellin̄t mui mervel : hén̄vel é vézin̄d ouc’h ann Élez, hag ô véza mipien ann dazorc’hidigez, é vézin̄t mipien da Zoué.

37. Hôgen é-kén̄ver dazorc’hidigez ar ré varô, Moizez hen diskouéz hé-unan er vôden, pa c’halv ann Aotrou Doué Abraham, ha Doué Izaak, ha Doué Jakob.

38. Râk Doué, né kéd Doué ar ré varô, hôgen Doué ar ré véô : râg ann holl a zô béô dira-z-han̄.

39. Hôgen hiniennou eûz ar Skribeb a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mestr, lavaret mâd éc’h eûz.

40. Ma na grédchon̄t mui ôber goulenn é-béd out-han̄.

41. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô : Pérâg é lévéreur pénaoz eo ar C’hrist mâb da Zavid ?

42. Pa eo gwîr pénaoz David hé-unan a lavar é levr ar Salmou : Ann Aotrou en deûz lavared d’ann Aotrou : Azez war va dourn déou,

43. Bété ma likiinn da énébourien da skabel d’az treid.

44. Mar galv éta David hé-unan anézhan̄ hé Aotrou, pénaoz ef-hén̄ hé vâb ?

45. Neûzé é-pâd ma sélaoué ann holl bobl, é lavaraz d’hé ziskibled :

46. Diwallid ouc’h ar Skribed, péré a fell d’ézhô kerzout gan̄t saéou lôstek ; a gâr kaout stouou er marc’hallec’h, béza azézed er c’hadoriou ken̄ta er sinagogou, ha béza gourvézed war ar gwéléou ken̄ta er banvésiou.

47. Péré a zisman̄tr tiez ann in̄tan̄vézed, war zigarez ma réon̄t pédennou hîr. Ar ré-zé hô dévézô eur varnédigez wasoc’h.


————


XXI. PENNAD.


1. Eur wéach Jézuz a zellé ouc’h ar ré binvidik péré a daolé hô alusennou er c’héf.

2. Gwéloud a réaz ivé eunn in̄tan̄vez paour péhini a lékéaz daou bézig arc’hant enn-han̄.

3. Hag é lavaraz : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz ann in̄tan̄vez paour-zé, é deûz lékéat muioc’h égéd ar ré all.

4. Râg ar ré-zé holl hô deûz gréat rôou da Zoué diwar ar péz a founné d’ézho : hôgen hou-man̄ é deûz roed euz hé diénez kémen̄d é doa évid hé buézégez.

5. O véza ma lavaré hiniennou d’ézhan̄ pénaoz ann templ a oa savet gan̄t mein kaer, ha kin̄klet gan̄t rôou pinvidik, é lavaraz d’ézhô :

6. Don̄d a rai eunn amzer é péhini kémen̄d a wélit aman̄ a vézô disman̄tret, ha na joumô két méan war véan.

7. Neuzé é réjon̄d ar goulenn-man̄ digan̄t-han̄ : Mestr, peûr é c’hoarvézô kémen̄t-sé, ha pé arwéz a vézô, pa zinésai ann traou-zé ?

8. Ha Jézuz a lavaraz : Likid évez na deûfé dén d’hô touella : râk kalz a zeûi em hanô, ô lavarout : Mé eo ar C’hrist ; hag ann amzer a zô tôst : n’az it két ’ta war hô lerc’h.

9. Hôgen pa glevot komza eûz a vrézeliou, hag eûz a zispac’hiou, na spoun̄tit két. Réd eo é teûfé kémen̄t-sé da gen̄ta, hôgen na vézô két kerken̄t ann divez.

10. Neûzé é lavaraz d’ézhô : Sével a rai pobl out pobl, ha rouan̄télez out rouan̄télez.

11. Ha béz’ é vézô é meûr a léac’h krénou douar, ha bosennou, ha naounégézou, hag é vézô gwélet enn én̄v traou spoun̄tuz hag arwésiou direiz.

12. Hôgen a-raog ann holl draou-zé é krogin̄d enn-hoc’h, hag éc’h heskinin̄t ac’hanoc’h, é kasin̄t ac’hanoc’h enn hô sinagogou hag er bac’hiou, ha dirâg ar rouéed hag ar rénerien, enn abek d’am hanô :

13. Hag ann dra-zé a dalvézô d’é-hoc’h da desténi.

14. Likid éta enn hô kalounou pénaoz na dléot két kouna araok é pé doaré é respoun̄tot.

15. Râk rei a rinn va-unan d’é-hoc’h eur génou hag eur furnez out péhini hoc’h holl énébourien na hellin̄t két ôber penn, ha na hellin̄t kéd da zislavarout.

16. Hôgen c’houi a vézô gwerzet gan̄d hô tûd, gan̄d hô preûdeûr, gand hô kéren̄t, gan̄d hô miñouned, ha lôd ac’hanoc’h a vézô kased d’ar marô :

17. Ha c’houi a vézô kaséet gan̄d ann holl enn abek d’am hanô :

18. Koulskoude na vézô két kollet eur vléven eûz hô penn.

19. Enn hoc’h habasked é piaouot hoc’h énéou.

20. Hôgen pa wélot eunn armé ô kelc’hia Jéruzalem, gwézit neûzé pénaoz eo tôst hé disman̄tr.

21. Neûzé ar ré a vézô é Judéa, éan̄t war ar ménésiou : ar ré a vézô é kreiz ar vrô, r’az ain̄t-kuît : hag ar ré a vézô war hé drô, n’az ain̄t kéd enn-hi :

22. Râk neuzé é vézô deisiou ar ven̄jan̄s, évit ma vézô sévénet kémen̄d a zô skrivet.

23. Hôgen gwa ar c’hragez vrazez hag ar magérézed enn deisiou-zé. Râk braz é vézô ar gwask war ann douar, ha brâz ar vuanégez a gouézô war ar bobl-zé.

24. Din̄dân dremm ar c’hlézé é kouézin̄t (G) ; hag é vézin̄t kased da sklaved enn holl vroiou ; ha Jéruzalem a vézô faéet gan̄d ar boblou, bété ma vézô leûniet amzer ann dudou.

25. Arwésiou a vézô enn héol, el loar hag er stéred ; hag enn douar é vézo eunn en̄krez brâz é-touez ann dudou, gan̄d ann trouz a rai ar môr, hag hé goummou.

26. Ann dûd a zizec’ho gan̄d ar spoun̄t, é gortoz eûz ar péz a dlé c’hoarvézout gan̄d ar béd holl. Râk nersou ann én̄vou a vézô kéflusket :

27. Ha neûzé é wélin̄t Mâb ann dén ô ton̄d war eur goabren gan̄d eur galloud hag eur veûrdez vrâz.

28. Hôgen pa zeûiô kémen̄t-sé, savid ho taou-lagad ha sellid a ziouc’h d’é-hoc’h ; râg hô tasprénidigez a zô tôst.

29. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô ann hévélébédigez-man̄ : Sellid ouc’h ar wézen fiez, hag oud ar gwez all :

30. Hôgen pa rôon̄d hô frouez, é ouzoc’h penaoz é tôsta ann han̄v.

31. Ével-sé ivé c’houi pa wélot kémen̄t-sé ô c’hoarvézout, gwézit pénaoz eo tôst rouan̄télez Doué.

32. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz na dréménô kéd ar wenn-man̄, kén na vézô sévénet kémen̄t-sé.

33. Ann én̄v hag ann douar a dréménô ; hôgen va geriou na dréménin̄t két.

34. Likid éta évez ouz-hoc’h, gan̄d aoun na zeufé hô kalounou da bounnéraat, gan̄d al lontégez hag ar vézven̄ti, ha gan̄t préderiou ar vuez-man̄ ; ha na zeûfé ann deiz-zé enn-eunn-taol évid hô souéza :

35. Râk don̄d a rai ével rouéjou da strôba kémen̄d hini a zô war ann douar holl.

36. Choumid dihun éta, ha pédit bépréd, évit ma viot kavet dellézek da dec’houd diouc’h ann holl draou-zé péré a dlé c’hoarvézout, ha da zével dirâk Mâb ann dén.

37. Hôgen é-pâd ann deiz é kélenné Jézuz enn templ ; ha pa zeûé ann nôz éz ea er-méaz hag en em denné war eur ménez hanvet Olived.

38. Hag ann holl bobl a iéa min̄tin mâd enn templ évid hé zélaoui.


————


XXII. PENNAD.


1. Hôgen tôstaad a réa gouél ar bara dic’hoell, a hanveur ar Pask :

2. Ha Prin̄sed ar véleien hag ar Skribed a glaské ann doaré da lakaat Jézuz d’ar marô, râg aoun hô doa râg ar bobl.

3. Hôgen Satan a iéaz é Iuzaz, les-hanvet Iskariot, unan eûz ann daouzék.

4. Hag hé-man̄ a iéaz, hag a lavaraz da Brin̄sed ar véleien ha da Bennou ar vrô é pé doaré hen lakajé étré hô daouarn.

5. Hag ar ré-man̄ a oé laouen-brâz, hag a réaz marc’had évit rei arc’han̄d d’ézhan̄.

6. Hag hén̄ a rôaz hé c’hér, hag a glaské eunn darvoud déréad évid hé lakaad étré hô daouarn hép gouzoud d’ar bobl.

7. Koulskoudé deiz gouél ar bara dic’hoell a zeûaz, é péhini é oa réd laza ar Pask.

8. Ha Jézuz a gasaz Per ha Iann, ô lavarout : Id da aoza d’é-omp ar Pask, évit ma tebrimp anézhan̄.

9. Hag hî a lavaraz d’ezhô : É péléac’h é fell d’îd éz ajemp d’hé aoza ?

10. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : P’az éod é kéar, é kefot dira-z-hoc’h eunn dén péhini a zougô eur pôdad dour : îd war hé lerc’h enn tî m’az ai enn-han̄.

11. Hag é léverrot da benn tiégez ann tî : Ar Mestr a c’houlenn ouz-îd : Péléac’h éma ar gambr é péhini é tebrinn ar Pask gan̄t va diskibled ?

12. Hag hén̄ a ziskouézô d’é-hoc’h eur gambr huel, brâz hag annézet : énô ec’h aozot pép-trâ.

13. Mon̄d a réjon̄t ’ta, hag é kafchon̄t ar péz en doa lavaret, hag éc’h aozjon̄t ar Pask.

14. Pa oé deûed ann heur, en em lékéaz ouc’h taol, hag ann daouzég Abostol gan̄t-han̄.

15. Hag é lavaraz d’ézhô : C’hoan̄téet stard em eûz dibri ar Pask-man̄ gan-é-hoc’h abars ma c’houzan̄vinn.

16. Râg hel lavaroud a-rann d’é-hoc’h, pénaoz na zebrinn mui eûz anézhan̄, kén na vézô sévénet é rouan̄télez Doué.

17. Hag ô véza kéméred ar c’hôp, é trugarékéaz, hag é lavaraz : Kémérit, ha rannit étré-z-hoc’h.

18. Râg hel lavaroud a rann d’é-hoch, pénaoz na évinn mui eûz a frouez ar winien, kén na zeûi rouan̄télez Doué.

19 Hag ô véza kéméret bara, é trugarékéaz, é torraz anézhan̄, hag hé rôaz d’ézhô, ô lavarout : Ann dra-man̄ eo va c’horf, péhini a zô rôed évid-hoc’h : grît kémen̄t-man̄ é koun ac’hanoun.

20. Kéméroud a réaz ivé ar c’halir, goudé koan, ô lavarout : Ar c’halir-man̄ a zô ann testaman̄t nevez em goâd, péhini a vézô skuḻet évit-hoc’h.

21. Koulskoudé chétu dourn ann hini a dlé va gwerza a zô gan-én̄ war ann daol.

22. É-kén̄ver Mâb ann dén, mon̄d a ra ével ma eo merket : hôgen gwa ann dén-zé gan̄t péhini é vézô gwerzet.

23. Hag é téraoujon̄t klask enn hô zouez péhini a dlié ober kémen̄t-sé.

24. Hôgen sével a réaz strîv étré-z-hô évit gouzout péhini anézhô a dlié béza kéméred évid ar brasa.

25. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô : Rouéed ar boblou a aotrouni anézhô, hag ar ré hô deûz ar galloud war-n-ézhô, a zô galvet mâd-obérourien.

26. Hôgen na vézô kéd ével-sé étré-z-hoc’h ; râk néb a zô ar brasa étré-z-hoc’h, a dlé béza ar bihana ; hag ann hini a rén, ével ann hini a zervich.

27. Râk péhini eo ar brasa, pé ann hini a zô ouc’h taol, pé ann hini a zervich ? Ha n’eo kéd ann hini a zô ouc’h taol ? hôgen mé a zô enn hô touez é-c’hîz ann hini a zervich.

28. Hôgen c’houi eo ar ré a zô choumet stard gan̄-én em temptasionou :

29. Ha mé a aoz d’é-hoc’h ar rouan̄télez, é-c’hîz ma en deûz va Zâd hé aozed d’in,

30. Évit ma tebrot ha m’ac’h évot out va zaol em rouan̄télez-mé : ha m’ac’h azézot war drônou évit barna ann daouzék vreûriez eûz a Israel.

31. Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz : Simon, Simon, chétu Satan en deûz hô koulennet évit krouéria é-c’hîz gwiniz :

32. Hôgen mé em eûz péded évid-od, évit na fallai kéd da feiz : ha té pa vézi eur wéach distroet, kréva da vreûdeûr.

33. Per a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, daré ounn da von̄t gan-éz hag er vâc’h ha d’ar marô.

34. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Hel lavaroud a rann d’îd, Per, ar c’hiḻek na ganô kéd hiriô, n’az pézô nac’het teir gwéach d’am anaout. Lavaroud a réaz ivé d’ézhô :

35. Pa em eûz hô kaset hép sac’h, héb ézef hag heb boutou, hag eunn dra-bennâg hoc’h eûz-hu diouéret ?

36. Hag hî a lavaraz : Nétrâ. Neûzé é lavaraz d’ézhô : Hôgen bréma, néb en deûz eur sac’h hag eunn ézef, kéméret-hô : ha néb n’en deûz két, gwerzet hé zaé, ha prénet eur c’hlézé.

37. Râg hel lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz eo réd c’hoaz é vé sévénet enn-oun ar péz a zô skrivet : Râg é-touez ann dûd fallagr eo bét lékéat. Râg ar péz a zô bet lavaret diwar va fenn a zô war ann divez.

38. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, chétu aman̄ daou glézé. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : A-walc’h eo.

39. Hag ô véza éad er-méaz, éz éaz, hervez he voaz, war vénez Olived. Hé ziskibled a iéaz war hé lerc’h.

40. Ha pa oé arruet el léac’h-zé, é lavaraz d’ézhô : Pédit, gan̄d aoun na zeûfac’h é gwall-ioul.

41. Hag ô pellaad diout-hô war héd eunn taol méan, en em strin̄kaz war daoulin hag é pédaz,

42. O lavarout : Va Zâd, mar fell d’id, pella ar c’halir-zé diouz-in. Koulskoudé na vézet két gréat hervez va ioul, hôgen hervez da hini.

43. Neûzé eunn Éal a zeûaz eûz ann én̄v évid hé grévaat. Hag ô véza kouézet enn an̄kou, é pédé c’hoaz startoc’h.

44. Hag é teûaz d’ézhan̄ eur c’houézen é-c’hîz béradou goâd a zirédé bétég ann douar.

45. Ha pa oé saved eûz hé béden, é teûaz é-trézég hé ziskibled, péré a ioa kousket dré ma oan̄t trist.

46. Hag é lavaraz d’ézhô : Pérâg é kouskit-hu ? Savit ha pédit, gan̄d aoun na zeûfac’h é gwall-ioul.

47. Komza a réa c’hoaz, ha chétu é teuaz eul lôd brâz a dûd : hag unan eûz ann daouzék péhini a c’halvet Iuzaz a ziaraogé anézhô : hag é tôstaaz ouc’h Jézuz évit poki d’ézhan̄.

48. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Iuzaz, gan̄d eur pok é werzez ’ta Mâb ann dén ?

49. Hôgen ar ré a ioa enn-drô d’ézhan̄, ô wélout pétrâ a oa daré da c’hoarvézout, a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, ha skei a raimp-ni gan̄d ar c’hlézé ?

50. Hag unan anézhô a skôaz gan̄d unan eûz a vévellou ar bélek-brâz, hag a drouc’haz é skouarn zéou d’ézhan̄.

51. Hôgen Jézuz a lavaraz : List bété vréma. Hag ô véza lékéad hé zourn war skouarn ann dén-zé, é paréaz anézhan̄.

52. Neûzé é lavaraz d’ar ré a ioa deûed évit kregi enn-han̄, da Brin̄sed ar véleien, da Bennou ann templ ha d’ar Sénatored : Deûed oc’h gan̄t klézeier ha gan̄t bisier ével da géméroud eul laer.

53. Évid-oun da véza bemdéz gan-é-hoc’h enn templ, n’hoc’h eûz két lékéat hô taouarn war-n-oun : hôgen hou-man̄ eo hoc’h heur, ha galloud ann dévalien.

54. Hôgen goudé béza kroged enn-han̄, é kaschon̄t anézhan̄ da dî ar Bélék-brâz : ha Per a heûlié anézhan̄ a bell.

55. Ann dûd-zé ô véza gréat tân é kreiz ar pors, a ioa azézet enn-dro d’ézhan̄, ha Per a heulié anézhan̄ a bell.

56. Eur vatez péhini hé wélaz azézet out sklerijen ann tân, a sellaz pîz out-han̄, hag a lavaraz : Hé-man̄ a ioa ivé gan̄t-han̄.

57. Hôgen hén̄ a nac’haz anézhan̄, ô lavarout : Maouez, na anavézann kéd anézhan̄.

58. Ha nébeût goudé eunn all ô wéloud anézhan̄ a lavaraz : Ha té a zô ivé euz ar ré-zé. Hôgen Per a lavaraz : O dén, n’ounn két.

59. Ha war-drô eunn heur goudé eunn all a doué, ô lavarout : Évit-gwîr hé-man̄ a ioa ivé gan̄t-han̄ ; râg eûz a C’haliléa eo ivé.

60. Ha Per a lavaraz : Dén, na ouzonn két pétrâ a lévérez. Ha râk-tâl, ha pa gomzé c’hoaz, ar c’hiḻek a ganaz.

61. Hag ann Aotrou ô tistrei a zellaz ouc’h Per. Ha Per en doé koun eûz a c’hér ann Aotrou, pa lavaré : Abarz ma kanô ar c’hiḻek, ez pézô va dinac’het teir gwéach ;

62. Ha Per ô véza éad er-méaz a wélaz gan̄t c’houervder.

63. Hôgen ar ré a zalc’hé Jézuz, a réa goab anézhan̄, hag a skôé gan̄t-han̄.

64. Hag ô véza hé vouchet, é skôen̄t war hé zremm, hag é lavaren̄d d’ézhan̄ : Diougan piou en deûz skôet gan-éz ?

65. Ha kalz kunuc’hennou all a lavaren̄d d’ézhan̄.

66. Ha pa oé deûed ann deiz, Hénaoured ar bobl, ha Prin̄sed ar véleien hag ar Skribed en em strollaz, hag a gasaz anézhan̄ enn hô léz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mar d-oud ar C’hrist, lavar d’é-omp.

67. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ma lavarann d’é-hoc’h éz ounn, na grédot kéd ac’hanoun.

68. Ha ma rann goulenn é-bed d’é-hoc’h, na respoun̄tot kéd d’in, ha n’em laoskot két.

69. Hôgen pelloc’h Mâb ann dén a vézô azézet enn tu déou da c’halloud Doué.

70. Neûzé ann holl a lavaraz d’ézhan̄ : Té a zô éta Mab Doué ? Hag hén̄ a lavaraz : Hé lavaroud a rit ; béz’ éz ounn.

71. Hag hî a lavaraz : Pétrâ hon eûz-ni ézomm a dest ? Ha n’hon eûz-ni két klevet kemen̄t-sé hon-unan eûz hé c’hénou ?


————


XXIII. PENNAD.


1. Hag ann holl dûd-zé ô véza savet, a gasaz Jésuz dirâk Pilat.

2. Hôgen hî a zéraouaz hé damallout, ô lavarout : Kaved hon eûz hé-man̄ ô touella hon brôiz, ô virout na baéet ar gwiriou da Zézar, hag ô lavarout pénaoz é oa Doué hag ar C’hrist.

3. Ha Pilat a réaz ar goulenn-man̄ digan̄t-han̄ : Ha té eo Roué ar Iuzevien ? Hag hén̄ a respoun̄taz hag ar lavaraz : Hé lavaroud a réz.

4. Neûzé Pilat a lavaraz da Brin̄eed ar véleien ha d’ar bobl : Na gavann gwall é-bed enn dén-zé.

5. Hôgen hî a gen̄dalc’hé stard, ô lavarout : Lakaad a ra ar bobl da zispac’ha, ô kélenna dré ann holl Judéa, ô téraoui adaleg ar Galiléa bétég aman̄.

6. Pilat ô klevout komza eûz a C’haliléa, a c’houlennaz ma oa ann dén-zé Galiléad.

7. Ha kerken̄t ha ma klevaz pénaoz é oa eûz a zalc’h Hérodez, é kasaz anézhan̄ da Hérodez, péhini a ioa ivé é Jéruzalem enn deisiou-zé.

8. Laouen-brâz é oé Hérodez ô wélout Jézuz : râk pell a ioa en doa c’hoan̄t d’hé wélout, ô véza m’en doa klevet kalz traou diwar hé benn, hag é c’hortozé gwélout eur burzud-bennâg diout-han̄.

9. Meur a c’houlenn a réaz ’ta out-han̄. Hôgen Jézuz na respoun̄taz nétrâ d’ézhan̄.

10. Hôgen Prin̄sed ar véleien hag ar Skribed a joumé énô, hag a damallé anézhan̄ gan̄t frouden.

11. Koulskoudé Hérodez, gan̄d hé armé a zisprizé anézhan̄ : hag évid ôber goab anézhan̄ é lékéaz d’ézhan̄ eur zaé wenn, hag hé gasaz adarré da Bilat.

12. Hag enn deiz-zé Hérodez ha Pilat a zeûaz da véza miñouned ; râg a-raok é oan̄t énébourien.

13. Hôgen Pilat ô véza strollet prin̄sed ar véleien, pennou ar vrô, hag ar bobl,

14. A lavaraz d’ézhô : Digased hoc’h eûz ann dén-zé d’in é-c’hîz ma en défé lékéad ar bobl da zispac’ha ; ha chétu mé goudé béza gréat goulennou out-han̄ dira-z-hôc’h, na gavann abek é-béd enn dén̄-zé, eûz a gémen̄d a damallid d’ézhan̄.

15. Hérodez ken-nébeût : râg hô kased em eûz dira-z-han̄, ha chétu n’en deûz kaved enn-han̄ nétrâ a gémen̄d a zellézé ar marô.

16. Mon̄d a rann éta d’hé gâs-kuît, goudé ma vézô bét kastizet.

17. Hôgen réd é oa d’ézhan̄ leûskel unan d’ézhô é deiz ar goél.

18. Ann holl bobl a griaz kévret, ô lavarout : Kâs hé-man̄ kuît, ha laosk d’é-omp Barabbaz.

19. Hen-nez a oa bét lékéad er prizoun enn abek da eunn dispac’h a ioa bét é kéar, hag évit béza lazet eunn dén.

20. Hôgen Pilat a gomzaz c’hoaz out-hô, gan̄d ar c’hoan̄t en doa da leûskel Jézuz.

21. Hag hî a griaz kré, ô lavarout : Stâg-hén̄, stâg-hén̄ ouc’h ar groaz.

22. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô évid ann trédé gwéach : Pé zroug éta en deûz-hén̄ gréat ? Na gavann nétrâ enn-han̄ a gémen̄d a zellez ar maro : lakaad a rinn éta hé gastiza, hag é laoskinn anézhan̄.

23. Hôgen hî a c’houlenné héb-éhan ha gan̄t kriou kré ma vijé staged ouc’h ar groaz : hag hô c’hriou a oé tréac’h.

24. Ha Pilat a varnaz ôber é-c’hîz ma c’houlennen̄t.

25. Leûskel a réaz éta d’ézhô ann hini a c’houlennen̄t, péhini a ioa bét lékéad er prizoun dré ann abek m’en doa lazet ha ma oa en em zispac’het ; hag é tilézaz Jézuz enn hô ioul.

26. Pa gaschon̄t anézhan̄, é kémerchon̄t eunn dén eûz a Ziren, hanvet Simon, péhini a zeûé eûz hé vaner : hag é lékéjon̄d anézhan̄ da zougen ar groaz war lerc’h Jézuz.

27. Don̄d a réa war hé lerc’h eul lôd brâz a bobl, hag a verc’hed, péré a geiné hag a wélé diwar hé benn.

28. Hôgen Jézuz, ô véza distroet out-hô, a lavaraz : Merc’hed Jéruzalem, na wélit két diwar va fenn, hôgen gwélit diwar hô penn hoc’h-unan, ha diwar benn hô pugalé.

29. Râk chétu e teûi enn amzer, é péhini é vézô lavaret : Euruz ar ré vréc’han̄, hag ar chôvou n’hô deûz két ganet, hag ann divron n’hô deûz két maget.

30. Neûzé é téraouin̄t lavarout d’ar ménésiou : Kouézit war-n-omp ; ha d’ar c’hréc’hennou : Gôlôit ac’hanomp.

31. Râk mar gréon̄t ével-sé d’ar c’hoad glâz, pétrâ a rain̄d-hî d’ar c’hoad séac’h ?

32. Kâs a réad ivé gan̄t-han̄ daou zén all, péré a ioa daou waller, évid hô lakaad da vervel.

33. Ha pa oen̄d deûed el léac’h hanvet Kalvar, é stagchon̄t Jézuz oud ar groaz ; hag ann daou laer, unan a zéou, hag égilé a gleiz.

34. Hôgen Jézuz a lavaraz : Va Zâd, distaol d’ézhô ; râk na ouzon̄t ket pétrâ a réon̄t. Neûzé é rannjon̄d hé ziḻad étré-z-ho oc’h hô deûrel d’ar sort.

35. Hag ar bobl en em zalc’hé énô, hag a zelle out-han̄ ; hag ar Sénatored kerkouls hag hî, a réa goab anézhan̄, ô lavarout : Ar ré all en deûz savéteet, r’en em zavétai hé-unan, mar d-eo ar C’hrist, ann dilennet gan̄d Doué.

36. Ar zoudarded hô-unan a réa goab anézhan̄, a dôstéé out-han̄, hag a ginnigé d’ézhan gwîn-egr,

37. O lavarout : Mar d-oud roué ar Iuzevien, en em zavété.

38. Lékéad é oé a-ziouc’h hé benn eur skrid, gan̄t lizerennou Grégach, ha Latin, hag Hébrach : Hé-man̄ eo roué ar Iuzevien.

39. Hôgen unan eûz al laéroun a ioa staged oud ar groaz gan̄t-han̄, a gomzé outhan̄, ô lavarout : Mar d-oud ar C’hrist, en em zavété da-unan, ha nî gan-éz.

40. Hôgen égilé ô krôza anézhan̄, a lavaraz : Ha té na zoujez-té kéd Doué, ô véza ma oud barnet d’ann hévélep poan ?

41. Ha nî a zô barnet gan̄t gwîr ; râk diouc’h hon ôberiou eo bét gréad d’é-omp : hôgen hé-man̄ n’en deûz gréat droug é-bed.

42. Hag é lavaraz da Jézuz : Aotrou, az pez koun ac’hanoun, pa vézi éad enn da rouan̄télez.

43. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : É-gwirionez hel lavarann d’îd, hirrô é vézi gan-én̄ er baradoz.

44. Édo neûzé war-drô ar c’houec’hved heur, ha bétég ann naved heur é oé gôlôed ann douar holl a dévalien.

45. Ann héol a dévalaaz ha gwél ann templ a rogaz dré greiz.

46. Ha Jézuz ô c’harmi gan̄d eur vouéz kré, a lavaraz : Va Zâd, étré da zaouarn é lakaann va éné. Hag ô lavarout kémen̄t-sé, é varvaz.

47. Hôgen ar C’han̄téner ô wélout pétrâ a oa c’hoarvézet, a veûlaz Doué, ô lavarout : Évit-gwîr ann dén-ze a ioa eunn dén gwirion.

48. Hag ann holl dud, péré a ioa énô, hag a wélé kémen̄t-se a iéa-kuît ô skei war boull hô c’haloun.

49. Hôgen ar ré holl a anavézé anézhan̄, hag ar merc’hed a ioa deûed war hé lerc’h euz a C’haliléa, a zellé a bell.

50. Ha chétu eunn dén hanvet Jozef, péhini a oa Dékurion, dén mad ha gwirion,

51. Péhini n’en doa kéd aotréet nag ali nag oberiou ar ré all, péhini a oa eûz a Arimatéa, kéar eûz a Judéa, péhini a c’hortozé ivé rouan̄télez Doué ;

52. Hen-nez a iéaz da gavout Pilat, hag a c’houlennaz korf Jézuz.

53. Hag ô véza hé ziskennet d’ann douar, é lekéaz eul liénen war hé drô, hag é lékéaz anézhan̄ enn eur béz a oa bét toulled er roc’h, é péhini né ioa bét c’hoaz lékéad dén é-béd.

54. Ann deiz-zé a ioa ar gousper, hag ar sabbat a ioa nes.

55. Hôgen ar merc’hed péré a ioa deûed da heûl Jézuz adaleg Galiléa, a iéaz war-lerc’h, a zellaz oud ar béz, ha pénaoz é oa bét lékéad ar c’horf ébarz ;

56. Hag ô véza distroet ac’hanô éc’h aozchon̄t louzou-c’houés-vâd ha tréatou : hag éc’h éhanjon̄t da zeiz ar sabbat hervez ar gourc’hémenn.


————


XXIV. PENNAD.


1. Hôgen ar c’hen̄ta deiz eûz ar zizun é teûjon̄d d’ar béz mintin mâd, hag é tougchon̄t al louzou-c’houes-vâd hô doa aozet :

2. Hag é kavchon̄t é oa bét ruḻet ar méan a zirâg ar béz.

3. Hag ô véza-hî éad ébarz, na gavchon̄t két korf ann Aotrou Jézuz.

4. Ha pa édon̄t saouzanet gan̄t kémen̄t-sé, chétu daou zén en em ziskouézaz d’ézhô gan̄t saéou lugernuz.

5. Hag ével m’hô doa-hî aoun, ha ma soublen̄t hô fennou war zû ann douar, ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhô : Pérâg é klaskit-hu ann hini a zô béd é-touez ar ré varô ?

6. N’éma kéd aman̄, hôgen saved eo a varô da véô : én̄vorit é pé zoaré en deûz komzed ouz-hoc’h, pa édo c’hoaz é Galiléa,

7. O lavarout : Réd eo da Vâb ann dén béza lékéad étré daouarn ar béc’herien, béza staged ouc’h ar groaz, hag ann trédé deiz sével a varô da véô.

8. Hag éc’h én̄vorchon̄t komsiou Jésuz.

9. Hag ô véza distrôed eûz ar béz é tisklerchon̄t kémen̄t-sé d’ann unnég abostol, ha d’ar ré all holl.

10. Ar ré a lavaraz ann dra-zé d’ann Ébestel a ioa Mari Madalen, Janned, ha Mari mamm Jakez, hag ar ré all péré a ioa gan̄t-hô.

11. Hag ar geriou-zé a oé kémeret gan̄t-hô évit sorc’hennou : ha na grédchon̄t kéd d’ézhô.

13. Hôgen Per a zavaz hag a rédaz d’ar béz : hag ô véza soublet na wélaz néméd al lienennou a oa choumed énô, hag éz éaz kuît, souézet brâz enn-han̄ hé-unan eûz ar péz a ioa c’hoarvézet.

13. Ha chétu enn deiz-zé, daou anézhô a iéa enn eur vourc’h hanvet Emmauz, war-héd tri-ugen̄t stad diouc’h Jéruzalem.

14. Hag hî a gomzé étré-z-hô eûz a gémen̄d a ioa c’hoarvézet.

15. Ha pa gomzen̄t, ha ma brézégen̄t kévret, Jézuz hé-unan a dôstaaz out-hô, hag a gerzaz gan̄t-hô :

16. Hôgen hô daou-lagad a ioa dalc’het, évit na helljen̄t kéd hé anaout.

17. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pétrâ a livirit-hu étré-z-hoc’h enn eur gerzout, ha pérag oc’h-hu trist ?

18. Hag unan anézhô hanvet Kléofaz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ha té hép-kén eo ann diavésiad é Jéruzalem ha na oufé kéd ar péz a zô c’hoarvézed enn-hi enn deisiou-man̄ ?

19. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pétrâ ? Hag é léverchon̄t : Diwar-benn Jézuz a Nazaret, péhini a oé eur Profed, galloudek enn hé ôbériou hag enn hé lavariou, dirâk Doué ha dirâg ann holl bobl :

20. Ha pénaoz Prin̄sed ar véleien hag hor Prin̄sed hô deûz hé varned d’ar marô, hag hé staged ouc’h ar groaz.

21. Hôgen nî a c’hortozé pénaoz é tasprénjé Israel : ha koulskoudé goudé kémen̄t-sé holl, chétu ann tréde deiz ma eo c’hoarvézet kémen̄t-sé.

22. Hôgen merc’hed péré a ioa gan-é-omp ho deûz souézet brâz ac’hanomp : éad in̄d d’ar béz a-raog ann deiz,

23. Ha n’hô deûz két kaved hé gorf ; hag in̄d deûed da lavarout pénaoz hô deûz gwélet Élez, péré hô deûz lavared d’ézhô é oa béô.

24. Hag hiniennou ac’hanomp a zô éad d’ar bez : hag hô deûz kavet pép-trâ ével m’hô doa lavared ar merc’hed ; hôgen hén̄, n’hô deûz kéd hé gavet.

25. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : O tûd diboell, péré a zô diek a galoun évit kridi ar péz hô deûz lavaret ar Broféded !

26. Ha né oa két réd é c’houzan̄vché kémen̄t-sé ar C’hrist, ha m’az ajé ével-sé enn hé c’hloar ?

27. Hag ô téraoui dré Voizez, ha goudé dre ann holl Broféded, é tisklerié d’ézhô enn holl Skrituriou, kémen̄d a ioa bét lavared diwar hé benn hé-unan.

28. Ha pa dôstajen̄t oud ar vourc’h é péhini éz éan̄t, hén̄ a réaz neûz da von̄t pelloc’h.

29. Hôgen hî a viraz out-han̄ na d-ajé, ô lavarout : Choum gan-é-omp, râk divézad eo, hag izéleet brâz eo ann deiz : hag éz éaz enn tî gan̄t-hô.

30. Neûzé pa édo ouc’h taol gan̄t-hô, é kéméraz bara, hag é bennigaz anézhan̄, hé dorraz hag hé rôaz d’ézhô.

31. Hô daou-lagad a zigoraz, hag éc’h anavézchon̄t anézhan̄ : hag hén̄ a steûziaz a zirâg hô daou-lagad.

32. Neûzé é léverjon̄d ann eil d’égilé : Hor c’haloun ha né oa-hi két birvidik ennomp, pa gomzé ouzomp enn hen̄t, ha pa zisklerié d’é-omp ar Skrituriou ?

33. Hag ô véza savet war ann heur, é tistrojon̄d da Jéruzalem ; hag é kavchon̄t ann unnék péré a oa strollet, hag ar ré a ioa gan̄t-hô :

34. Hag a lavaré : Évit-gwîr dazorc’hed eo ann Aotrou, hag eo en em ziskouézet da Zimon.

35. Ar ré-man̄ a zanévellaz ivé ar péz a ioa c’hoarvézet gan̄t-hô enn hen̄t ha pénaoz hô doa hé anavézet pa dorré ar bara.

36. Hôgen pa lavaren̄t kémen̄t-sé, Jézuz en em ziskouézaz enn hô c’hreiz, hag a lavaraz d’ézhô : Ra vézô ar péoc’h gan-é-hoc’h ; mé eo, n’hô pézet kéd a aoun.

37. Hôgen hî a oé saouzanet ha spoun̄tet, hag a grédé pénaoz é wélen̄t eur spéred.

38. Ha Jézus a lavaraz d’ézhô : Pérâg oc’h-hu saouzanet, ha pérâg é sav kémen̄d a vénosiou enn hô kalounou ?

39. Sellid ouc’h va daouarn, hag ouc’h va zreid, hag é wélod eo mé : dournatit ha gwélit ; eur spéred n’en deûz kéd a gîk nag a eskern, é-c’hîz ma wélit em eûz.

40. Ha goudé béza lavaret kémen̄t-sé, é tiskouezaz d’ézhô hé zaouarn hag hé dreid.

41. Hôgen ô véza na gréden̄t két c’hoaz, gan̄d al laouénidigez hag ar souez braz hô doa, é lavaraz : Ha bez’ hoc’h eûz-hu aman̄ eunn dra-bennâg da zibri ?

42. Hag hî a rôaz d’ézhan̄ eunn tamm pésk rôstet, hag eunn diren-vél.

43. Ha goudé béza debret dira-z-hô, é kéméraz ann dilerc’h hag hé rôaz d’ézho :

44. Hag é lavaraz d’ézhô : Chétu pétrâ em eûz lavared d’é-hoc’h pa édounn c’hoaz gan-é-hoc’h, pénaoz é oa réd ma vijé sévénet kémen̄d a zô bét skrivet é lézen Moizez, gan̄d ar Broféded, hag er Salmou.

45. Neûzé e tigoraz hô spéred évit ma poelchen̄t ar Skrituriou.

46. Hag é lavaraz d’ézhô : Ével-sé é oa skrivet, hag ével-sé é oa réd é c’houzan̄vché ar C’hrist, hag é savché a varô da véô ann trédé deiz.

47. Ha ma vijé prézéget enn hé hanô ar binijen hag ann distol eûz ar péc’héjou é-touez ann holl boblou, ô téraoui dré Jéruzalem.

48. Hôgen c’houi a zô tést eûz a gémen̄t-man̄.

49. Ha mé a gasô enn-hoc’h ann hini a zô bét diouganed d’é-hoc’h a berz va Zâd : hôgen c’houi choumid é kéar, kén na viot gwisket gan̄d ann ners eûz ann néac’h.

50. Neûzé é kasaz anézhô er-méaz étrézé Bétania ; hag ô véza saved hé zaouarn, é bennigaz anézhô.

51. Ha pa vennigé anézhô, é pellaaz diout-hô, hag é piñaz enn én̄v.

52. Hag hî goudé béza hé azeûlet, a zistrôaz da Jéruzalem laouen-brâz.

53. Ha bépréd édon̄t enn templ ô veûli hag ô trugarékaat Doué. Amen.



————