Bibl/Aviel S. Vazé
1. Levr nésted Jézuz-Krist mâb David, mâb Abraham.
2. Abraham a oé tad Izaak ; hag Izaak a oé tad Jakob ; ha Jakob a oé tad Jodaz hag hé vreûdeûr.
3. Ha Jodas a oé tad Farez, ha Zara eûz a Dimar ; ha Farez a oé tad Esron ; hag Esron a oé tad Aram.
4. Hag Aram a oé tad Aminadab ; hag Aminadab a oé tad Naason ; ha Naason a oé tad Salmon.
5. Ha Salmon a oé tad Bouz euz a Rac’hab ; ha Bouz a oé tad Obed eûz a Rot ; hag Obed a oé tad Jesé ; ha Jesé a oé tad David roué.
6. Ha David roué a oé tad Salomon, eûz ann hini a oé grég Uriaz.
7. Ha Salomon a oé tad Roboam ; ha Roboam a oé tad Abiaz ; hag Abiaz a oé tad Aza.
8. Hag Aza a oé tad Jozafat ; ha Jozafat a oé tad Joram ; ha Joram a oé tad Oziaz.
9. Hag Oziaz a oé tad Joatam ; ha Joatam a oé tad Akaz ; hag Akaz a oé tad Ézékiaz.
10. Hag Ézékiaz a oé tad Manasez ; ha Manasez a oé tad Amon ; hag Amon a oé tad Joziaz.
11. Ha Jozaz a oé tad Jékoniaz hag hé vreûdeur, enn amzer ma oent kaset eûz hô brô da Vabilon (M).
12. Ha goudé ma oent bet kaset eûz hô brô da Vabilon, Jékoniaz a oé tad Salatiel ; ha Salatiel a oé tad Zorobabel.
13. Ha Zorobabel a oé tad Abiud ; hag Abiud a oé tad Éliasim ; hag Éliasim a oé tad Azor.
14. Hag Azor a oé tad Sadok ; ha Sadok a oé tad Akim ; hag Akim a oé tad Éliud.
15. Hag Éliud a oé tad Éléazar ; hag Éléazar a oé tad Matan ; ha Matan a oé tad Jakob.
16. Ha Jakob a oé tad Jozef pried Mari, eûz a béhini eo ganet Jézuz, a c’halveur Krist.
17. Béz éz eûz éta enn-holl eûz a Abraham bété David, pevarzék généliez : hag eûz a Zavid bétég ann dizougadur é Babilon, pevarzék généliez : hag eûz ann dizougadur é Babilon bétég ar C’hrist, pevarzék généliez.
18. Hôgen ginivélez ar C’hrist a c’hoarvézaz ével-henn : Mari hé vamm ô véza dimézet gan̄t Josef, en em gâvaz brazez dré m’é doa en̄géhen̄tet a-berz ar Spéred-San̄tel, diagen̄t ma oan̄t éat kévret.
19. Ha Jozef hé fried, ô véza eunn dén gwirion, péhini na fellé két d’ézhan̄ tenna mez war-n-ézhi, a vennaz hé c’has kuit é kûz (M).
20. Hôgen pa venné kémen̄t-sé, chétu Éal ann Aotrou en em ziskouézaz d’ézhan̄ dré hé gousk, ô lavarout : Jozef, mâb David, n’az péz kéd a aoun ô kémérout gan-éz Mari da c’hrég : rag ar péz a zô ganed enn-hi a zeû eûz ar Spéred-San̄tel.
21. Hag eur mab a c’hanô, hag é rôi dézhan̄ ann hanô a Jézuz : râg hén̄ eo a zavétéiô hé bobl eûz hô féc’héjou.
22. Hôgen kémen̄t-sé a zô bét c’hoarvézet évit ma vijé sévénet ar péz a ioa bét lavaret gan̄d ann Aotrou dré c’hénou ar Profed, ô lavarout :
23. Chétu eur werc’hez a zô ô tont da véza brazez, hag a c’hanô eur mâb, a vézô rôet d’ézhan̄ ann hanô a Emmanuel, da lavaroud eo, Doué gan-é omp.
24. Hôgen Jozef ô véza dihunet, a réaz ar péz a oé gourc’hémenned d’ézhan̄ gan̄d Éal ann Aotrou, hag é talc’haz hé c’hrég gan̄t-han̄.
25. Ha n’en doa ket anavézet anézhi d’ar choulz ma lékéaz er bed hé mâp ken̄ta-ganet : hag é rôaz dézhan̄ ann hanô a Jézuz (M).
1. Jézuz éta ô véza ganet é Bétléhem Juda, enn amzer ar roué Hérodez, chétu é teûaz Majed eûz ar saô-héol da Jéruzalem,
2. Enn eul lavarout : Péléac’h éma ann hini a zô ganed da roué d’ar Iuzevien ? Rag gwéled hon eûz hé stéren er saô-héol, hag omp deûed évid hé azeûli.
3. Hôgen pa glevaz ar roué Hérodez kémen̄t-sé, é oé en̄krézet, hag holl Jéruzalem gan̄t-han̄.
4. Hag ô véza strollet ar pennou eûz ar véleien ha skribed ar bobl, é choulennaz digant-hô péléac’h é tlié béza ganet ar C’hrist.
5. Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : é Bétléhem Juda ; râg ével-sé eo bét skrivet gan̄d ar Profed :
6. Ha té Bétléhem douar Juda, né d-oud kéd ann divéza é-touez penn-keriou Juda ; râg ac’hanôd eo e teûi ar penn a rénô va fobl a Israel.
7. Neuzé Hérodez ô véza galved ar Majed é-kûz, a c’houlennaz gan̄t préder digan̄t-hô é pé amzer é oa en em ziskouézed ar stéren d’ézhô.
8. Hag ô kâs anézhô da Vétléhem é lavaraz : It, ha goulennit gant préder péléac’h éma ar bugel : ha pa hô pézô hé gavet, digasit mének d’in eûz a gémen̄t-sé, évit ma’z-inn va-unan d’hé azeûli.
9. Ar ré-man̄ goudé béza kleved ar roué, a iéaz-kuit. Ha chétu ar stéren hô doa gwélet er saô-héol a iéa enn hô raok, bétek ma oé en em gavet a-ûz al léac’h ma édo ar bugel, énô é choumaz (M).
10. Ha pa véljon̄d ar stéren, é tridjon̄t gan̄d eul levénez vrâz meûrbéd.
11. Hag ô véza éad enn tî, é kavjon̄d ar bugel gan̄t Mari hé vamm, hag oc’h en em strin̄ka d’ann douar éc’h azeûljon̄d anézhan̄ hag ô véza digored hô zenzoriou é kinnigjon̄d d’ézhan̄ évit rôou, aour, ézan̄s ha mirr.
12. Hag ô véza deûed d'ézhô dré hô c’housk eunn ali évit na zistrojen̄t kéd é-trézég Hérodez, é tistrojon̄d d’hô brô dre eunn hen̄d all.
13. Goudé ma oan̄d éat-kuit, chétu éal ann Aotrou en em ziskouézaz da Jozef dré hé gousk, enn eul lararout : Saô, ha kémer ar bugel hag hé vamm, ha tec’h enn Éjipt, ha choum énô bété ma livirinn d’id : râk Hérodez a glaskô ar bugel évid he lakaad da vervel.
14. Hé-man̄ ô véza savet, a géméraz ar bugel hag hé vamm é-pâd ann nôz, hag en em dennaz enn Éjipt.
15. Hag é choumaz énô bété ma varvaz Hérodez, évit ma vijé sévéned ar péz en doa lavared ann Aotrou dré c’hénou ar Profed, ével-henn : Galved em eûz va mâb eûz ann Éjipt.
16. Neuzé Hérodez ô wélout hô doa ar Majed gréat goab anézhan̄, a vuanékaaz meûrbéd, hag é lékéaz laza é Bétléhem, hag enn holl vrô tro-war-drô, ann holl vugalé a zaou vloaz ha iaouan̄koc’h, hervez ann amzer en doa goulennet gan̄t préder digan̄d ar Majed.
17. Neûzé é oé sévéned ar péz a ioa bét lavaret gan̄d ar Profed Jérémiaz ével-henn :
18. Eur vouez (G) a zô bét kleved é Rama ; hag ivé klemvanou hag hirvoudou brâz : Rachel ô wéla hé mipien, hép na fell d’ézhi béza dic’hlac’haret, râk n’émin̄t mui.
19. Hôgen pa oé marô Hérodez, chétu éal ann Aotrou en em ziskouézaz da Josef enn Éjipt dré hé gousk.
20. O lavarout : Saô, ha kémer ar bugel hag hé vamm, ha kéa é douar Israel : râg ar ré a glaské ar bugel évid hé laza a zô marô.
21. Hé-man̄ ô véza savet, a géméraz ar bugel hag hé vamm, hag a zeûaz é douar Israel.
22. Hôgen pa glevaz oa Arkélauz roué é Judéa é léac’h hé dâd Hérodez, en dévoé aoun ô von̄d di : hag ô véza bét dré hé gousk eunn ali digan̄d Doué, en em dennaz war-drô Galiléa.
23. Hag é teûaz da joum enn eur géar hanvet Nazaret : évit ma vijé sévéned ar péz hô doa lavared ar Broféded : Nazaréad é vézô galvet.
1. Hôgen enn amzer-zé é teûaz Iann-Vadézour da brézegi enn distrô eûz a Judéa,
2. O lavarout : Grît pinijen ; râk tôstaad a ra rouantélez ann én̄vou.
3. Râg euz a hen-nez eo en deûz komzed ar Profed Izaiaz, ô lavarout : Mouéz ann hini a lén̄v el léac’h distrô : aozid hen̄d ann Aotrou : grît ma vézô eeun hé wénôdennou.
4. Hôgen Iann en doa eur zaé gréat gan̄t bleô kan̄val, hag eur c’houriz ler enn-drô d’hé groazel : hag hé voéd a ioa kiḻeien-raden ha mél gouéz.
5. Neûzé Jéruzalem, ar Judéa holl, hag ann holl vrô enn-drô d’ar Jourdan a zeûé d’hé gavout.
6. Hag ô véza an̄saved hô féc’héjou, é badézé anézhô er Jourdan.
7. Hôgen Iann ô wélout kalz a Farizianed hag a Saduséed ô ton̄d d’hé vadisian̄t, a lavaraz d’ézhô : gwenn aéred-viber, piou en deûz desked d’é-hoc’h tec’houd diouc’h ar vuanégez a dlé kouéza war-n-hoc’h ?
8. Grid éta eur binijen hag a rôiô frouez.
9. Ha na livirit kéd enn-hoc’h hoc’h-unan : Abraham a zô hon tad : râg hé lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz Doué a hell lakaad da zével eûz ar vein-zé mipien da Abrabam.
10. Râg ar vouc’hal a zô a-vréma lékéad out grisien ar gwéz. Pép gwézen éta ha na rôi kéd a frouez mâd, a vézô trouc’het ha taoled enn tân.
11. Évid-oun-mé a vadez ac’hanoc’h enn dour évid hô tigas d’ar binijen ; hôgen ann hini a zeûi war va lerc’h a zô kréoc’h égéd-oun ; ha na zellézann kéd dougen hé voutou. Hen̄ hô padézô er Spéred-San̄tel hag enn tân.
12. Eur c’han̄t a zô enn hé zourn ; hag hé leûr a nétai ervâd : hag hé éd a zastumô er zôlier ; hôgen ar c’hôlô a zévô enn eunn tan ha né vougô biken (M).
13. Neûzé Jézuz a zeûaz eûz a C’haliléa d’ar Jourdan da gavoud Iann, évit béza badézet gan̄t-han̄.
14. Hôgen Iann na fellé kéd d’ézhan̄ hé vadéza, ô lavarout : Me eo a dlé béza badézet gan-éz, hag é teûez d’am c’havout ?
15. Hôgen Jézuz a respoun̄taz d’ézhan̄, enn eul lavarout : Lez da ôber bréma : râg ével-sé eo é tléomp sévéni pép gwirionez. Neûzé é lezaz anézhan̄ da von̄t.
16. Hôgen Jézuz ô véza bét badézet, a zavaz râk-tâl eûz ann dour. Ha chétu ann én̄vou a zigoraz dira-z-han̄ : hag é wélaz Spéred Doué ô tiskenna ével eur goulm, hag ô ton̄t war-n-ézhan̄.
17. Ha chétu eur vouez eûz ann én̄vou a lavaré : Hé-man̄ eo va mâb kér, enn-han̄ em eûz lékéat va holl garan̄tez.
1. Neûzé Jézuz a oé kaset gan̄d ar Spéred enn distrô, évit béza temptet gan̄d ann diaoul.
2. Ha pa en dévoé iunet daou-ugen̄d dervez, ha daou-ugen̄t nôzvez, en doé naoun goudé.
3. Hag ann tempter a dôstaaz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mar d-oud mâb Doué, lavar ma teûi ar vein-zé da vara.
4. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Skrived eo : Né ket gan̄t bara hép kén é vév ann dén, hôgen gan̄t pép gér a zeû eûz a c’hénou Doué.
5. Neûzé ann diaoul hen kasaz er géar zan̄tel, hag hen lékéaz war lein ann templ,
6. Hag é lavaraz d’ézhan̄ : Mar d-oud mâb Doué, en em daol d’ann douar : râk skrived eo : Pénaoz en deûz rôed hé c’hourc’hémennou d’hé élez diwar da benn, ha pénaoz é tougin̄d ac’hanôd étré hô daouarn, enn aoun na c’hoarvesfé d’as trôad stéki oud eur méan (M).
7. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Skrived eo ivé : Na dempti kéd ann Aotrou, da Zoué. Ann diaoul hen kasaz c’hoaz war eur ménez uc’hel meûrbéd : hag é tiskouézaz d’ézhan̄ holl rouan̄télésiou ar béd, hag hô skéd.
9. Hag é lavaraz d’ézhan̄ : Kémen̄t-sé holl a rôinn d’id, mar fell d’id en em deurel d’ann douar ha va azeûli.
10. Neûzé Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa-kuit, Satan ; râk skrived eo : Ann Aotrou da Zoué a azeûli, ha na zervichi némét-han̄.
11. Neûzé ann diaoul hen laoskaz : ha chétu ann élez a dôstaaz, hag a zervichaz anézhan̄,
12. Hôgen pa glevaz Jézuz é oa béd dalc’het Iann, en em dennaz é Galiléa.
13. Hag ô véza kuitéed ar géar a Nazaret, é teûaz, hag é choumaz é Kafarnaoum, kéar arvôrek, war harzou Zabulon ha Neftali,
14. Évit ma vijé sévéned ar péz a zô bét lavaret gan̄d ar profed Izaiaz :
15. Douar Zabulon, ha douar Neftali, hen̄d ar môr enn tu all d’ar Jourdan, Galiléa ar vroadou.
16. Ar bobl a ioa azézed enn amc’houlou, en deûz gwéled eur c’houlaouen vrâz : hag ar goulou a zô saved war ar ré a ioa azézed é brô skeûd ar marô.
17. A neûzé é téraouaz Jézuz prêzégi, ha lavarout : Grît pinijen ; râk tôstaad a ra rouan̄télez ann en̄vou.
18. Hôgen Jézuz ô kerzoud a-héd môr Galiléa, a wélaz daou vreûr, Simon, a c’halveur Per, hag An̄dré hé vreûr, a daolé hô rouejou er môr ; râk peskétérien oan̄t :
19. Hag é lavaraz d’ézhô : Deûd war va lerc’h, ha mé hô lakai da véza peskétérien tûd.
20. Hag hi râk-tâl a guitaaz hô rouéjou hag a iéaz war hé lerc’h.
21. Hag ac’hanô ô von̄d a-raok, é wélaz daou vreûr all, Jakez mâb Zébédé, ha Iann hé vreûr, péré a ioa enn eur vag gan̄d Zébédé hô zâd oc’h aoza hô rouéjou ; hag é c’halvaz anézhô.
22. Hag hî kerken̄t a guitaaz hô rouéjou hag hô zâd, hag a iéaz war hé lerc’h.
23. Ha Jézuz a iéa war-drô ann holl C’haliléa, ô kélenna enn hô sinagogou, hag ô prézégi Aviel ar rouan̄télez : hag ô iac’haat kémen̄t klén̄ved, ha kémen̄d droug a ioa é-touez ar bobl.
24. Hag ar vrûd anézhan̄ a iéaz dré ann holl Siria, hag é tigasen̄d d’ézhan̄ ann holl ré glân̄v, tûd glac’haret gan̄t meûr a glén̄ved, gan̄t meûr a zrouk, hag ar ré drec’het gan̄d ann diaoul, hag ar ré loarek, hag ar ré béluzet, hag é iac’héé anézhô :
25. Hag eul lôd brâz a dûd a iéaz war hé lerc’h eûz a C’haliléa, eûz a Zékapoliz, euz a Jéruzalem, eûz a Judéa, hag eûz ann tû-hon̄t d’ar Jourdan.
1. Jézuz ô wéloud al lôd tûd-zé, a bin̄az war eur ménez, hag ô véza azézed énô, hé ziskibled a dostaaz out-han̄.
2. Hag ô prézégi (M), é kélenné anézhô, ô lavarout :
3. Euruz ar ré baour a spéred ; râk rouan̄télez ann én̄vou a zô d’ézho.
4. Euruz ar ré a zô habaak ; rag ann douar a biaouin̄t.
5. Euruz ar ré a lén̄v ; râk dic’hlac’hared é vezin̄t.
6. Euruz ar ré hô deûz naoun ha séc’hed eûz ar wirionez ; râg hô gwalc’h hô dévézô.
7. Euruz ar ré a zô trugarézuz ; râk trugarez a gavin̄d hô-unan.
8. Euruz ar ré hô deûz eur galoun c’hlan ; râk Doué a wélin̄t.
9. Euruz ar ré a gar ar péoc’h ; rak bugalé Doué é vézin̄t hanvet.
10. Euruz ar ré a c’houzan̄v heskin évid ar wirionez ; râk rouan̄télez ann én̄vou a zô d’ézho.
11. Euruz oc’h pa zeûi ann dûd da zrouk pédi gan-é-hoc’h, d’hoc’h heskina, ha da lavaroud é-gaou pép droug ac’hanoc’h enn abek d’in.
12. En em laouénait, ha tridit, râg hô kôbr a vézô brâz enn én̄vou : râg ével-sé eo béd heskined ar Broféded a zô béd enn hô raok.
13. C’hoalen ann douar oc’h. Ma teû ar c’hoalen da golla hé ners, gan̄t pétrâ é vézô sallet ? N’eo mui mâd néméd da véza taoled er-méaz, ha da véza mac’het gan̄t treid ann dûd.
14. Goulou ar béd oc’h. Eur géar savet war eur ménez na hell két béza kuzet.
15. Ha na énaoueur kéd eur c’hleûzeur, évid hé lakaad dindân ar boézel ; hôgen hé lakaad a réeur war eur c’han̄toler, évit ma sklerai holl dud ann tî.
16. Ra zeûi ével-sé hô koulou da luc’ha dirâg ann dûd, évit ma wélin̄t ho mâd-ôberiou, ha ma teûin̄d da veûli hô Tâd péhini a zô enn én̄vou.
17. Na vennit kéd é venn deûed évit terri al lézen, pe ar broféded : n’ounn kéd deûed évit terri ; hôgen évit peûr-ôber.
18. Râg évit gwîr hel lavarann d’é-hoc’h, abarz ma tréméno ann én̄v hag ann douar, na vézô két tenned eûz al lézen, eul lizéren nâg eur rouden, ken na vézô sévénet pep-tra.
19. Piou-bennâg eta a dorrô ann distéra eûz ar gourc’hemennou-man̄, hag a zeskô kémen̄t-sé d’ann dûd, hen-nez a vézô galved ann divéza e rouan̄télez ann én̄vou : hôgen ann hini a rai hag a zeskô kémen̄t-sé, hen-nez a vézô galvet brâz é rouan̄télez ann én̄vou.
20. Râg hel lavaroud a rann d’é-hoc’h : Ma né két brasoc’h hô kwirionez égéd hini ar Skribed hag ar Farizianed, n’az éot két é rouan̄télez ann én̄vou.
21. Kleved hoc’h euz pénaoz eo bét lavaret d’ar ré-gôz : Na lazi két ; râk piou-bennâg a lazô a zellézô béza barnet.
22. Hôgen mé a lavar d’é-hoc’h : Pénaoz piou-bennâg a vuanékai oud hé vreûr, a zellézo béza barnet. Piou-bennâg a lavaro d’hé vreur, Raka, a zellézo béza kélennet. Piou-bennâg a lavarô d’ézhan̄ : Dibenn oud, a zellézô béza taoled é tân ann ifern.
23. Pa ginnigez éta da wéstl d’ann aoter, ma teûez énô da gouna en deûz da vreûr eunn dra-bennag a-énep d’id :
24. Lez énô da wéstl dirâg ann aoter, ha kéa da gen̄ta d’en em unvani gan̄d da vreûr, ha goudé pa vézi distrôet é kinnigi da wéstl.
25. Béz a-unan râk-tal gan̄d da énébour é-pâd ma émoud enn hen̄t gan̄t-han̄, gan̄d aoun n’as lakafé da énébour ac’hanod étré daouarn ar barner, n’az lakafé ar barner étré daouarn ar ministr, ha na véz lékéad er vâc’h.
26. É gwirionez hel lavarann d’id, na zeûi ket kuîd ac’hanô, ken na vézô distaolet gan̄-éz ann divéza gwennek.
27. Kleved hoc’h eûz pénaoz eo bét lavared d’ar ré-gôz : Avoultriez na rî két.
28. Hôgen mé a lavar d’é-hoc’h : Pénaoz piou-bennâg en dévézo selled oud eur vaouez gan̄t c’hoan̄tégez anézhi, hen-nez en deûz gréad avoultriéz gan̄t-hi enn hé galoun.
29. Ma teû da lagad deou da rei gwall skouer d’id, diframm hén̄, ha taol-hén̄ pell diouz-id : râk gwell eo d’îd kolla unan eûz da izili, égét gwéloud da gorf holl taoled enn ifern.
30. Ha ma teû da zourn déou da rei gwall skouér d’îd, trouc’h-hén̄, ha taol-hén̄ pell diouz-id : rak gwell eo d’îd kolla unan euz da izili, égét gwéloud da gorf holl taoled enn ifern.
31. Lavared eo bét-c’hoaz : Piou-bennâg a gasô-kuîd hé c’hrég, a dlé rei d’ézhi eur skrid dré béhini hé c’hâs-kuît.
32. Ha mé a lavar d’é-hoc’h : Pénaoz piou-bennâg a gasô-kuîd hé c’hrég, néméd avoultr é vé hî, hé laka da véza avoultr : ha piou-bénnâg a zimézô gan̄d eur c’hrég a vézô bét kaset-kuît gan̄d hé goâz, a gouéz enn avoultriez.
33. Kleved hoc’h eûz ivé pénaoz eo bét lavared d’ar ré-gôz : Na dorri kéd da lé : hôgen miroud a rî al léou az pézô gréad da Zoué.
34. Ha mé a lavar d’é-hoc’h : Pénaoz na dléit toui é nép doaré é-béd, na dré ann én̄v, rak trôn Doué eo :
35. Na dré ann douar, râk skabel hé dreid eo : na dré Jéruzalem, râk kéar ar Roué braz eo :
36. Na doui kéd ivé dré da benn, râk na hellez kéd ôber eur vléven wenn pé eur vléven zû.
37. Hôgen ra vézô hô lavar, Ia, ia ; nann, nann ; râk kémen̄d a zô ouc’h-penn ar geriou-zé a zeû eûz ann drouk.
38. Kleved hoc’h eûz pénaoz eo bét lavaret : Lagad évid lagad, ha dan̄t évit dan̄t.
39. Hôgen mé a lavar d’é-hoc’h : Pénaoz na dléeur kéd énébi ouc’h ann drouk : ha ma skô unan-bennâg war da vôc’h zéou, trô ébén out-han̄.
40. Mar fell da unan-bennâg breûtaad ouz-id, évit kéméroud da zaé, laosk ivé da van̄tel gan̄t-han̄.
41. Ha piou-bennâg a lakaiô ac’hanod da ran̄kout ôber eul léô gan̄t-han̄, gra c’hoaz gan̄t-han̄ diou léô all.
42. Rô da néb a c’houlenn diganéz, ha na bella ket piou-bennâg a fell d’ézhan̄ empresta diouz-id.
43. Kleved hoc’h euz pénaoz eo bét lavaret : Karoud a rî da nésa, hag é kasai da énébour.
44. Hogen mé a lavar d’é-hoc’h : Karid hoc’h énébourien, grît vad d’ar ré a gasa ac’hanoc’h : ha pédid évid ar ré a heskin ac’hanoc’h, pé a lavar droug ac’hanoc’h é-gaou.
45. Évit ma viot bugalé hô Tâd péhini a zo enn én̄vou ; péhini a laka da zével hé héol war ar ré-vad ha war ar ré-zrouk, hag a laka ar glaô da gouéza war ar re-léal ha war ar ré-zisleal.
46. Râk mar kirid ar ré hô kar, pé gôbr hô pézô-hu ? hag ar Bublikaned na réon̄t kéd ével-sé ?
47. Ha ma na livirid deiz-mâd néméd d’hô preûdeûr, pétrâ a rît-hu ouc’h-penn ? hag ar Baganed na réon̄t kéd évél-sé ?
48. Bézid éta dinam, ével ma’z eo dinam hô Tâd péhini a zô enn én̄v.
1. Likid évez na rafac’h hô mâd-ôberiou dirâg ann dûd, évit na viot gwélet gan̄d-hô : anéz n’hô pézô két a c’hôbr digan̄d hô Tad, péhini a zô enn én̄vou.
2. Pa réz éta ann aluzen, na laka kéd da zeni ar c’horn-boud enn da raok, é c’hîz ma ra ar bilpouzed er sinagogou hag er ruou, évit béza meûlet gan̄d ann dûd. Hé lavaroud a rann d’é-hoc’h, hô gôbr hô deûz bét.
3. Hôgen pa rî ann aluzen, grâ na wézô kéd da zourn kleiz ar péz a râ da zourn déou :
4. Évit ma vézô da aluzen enn amc’houlou, ha ma tistaôlô d’id da Dâd, péhini a wél enn amc’houlou.
5. Ha pa bédit, na vézit kéd ével pilpouzed, péré a gâr pidi enn hô sâ er sinagogou, hag é kornou ar ruou, évit ma vézin̄t gwélet gan̄d ann dûd : hé lavaroud a rann d’é-hoc’h, hô gôbr hô deûz bét.
6. Hôgen té, pa bédi, kéa enn da gambr, hag ô véza serred ann ôr, péd da Dâd enn amc’houlou : ha da Dâd péhini a wél enn amc’houlou, a rôi d’id da c’hôbr.
7. Pa bédod éta, na gomzit két kalz, ével ma ra ar Baganed. péré a gréd pénaoz eo dré ann niver eûz hô c’homsiou é tléon̄t béza sélaouet.
8. Na rît két éta ével-d-hô : râg hô Tâd a oar pétrâ hoc’h eûz ézomm, abarz m’hoc’h eûz hé goulenned digan̄t-han̄.
9. Ével-henn éta é pédot : Hon Tâd, a zô enn én̄vou ; da hanô bézet meûlet.
10. Da rouan̄télez deued d’é-omp. Da ioul bézet gréat, war ann douar, ével enn én̄v.
11. Rô d’é-omp hiriô hor bara pemdéziek.
12. Ha distaol d’é-omp hon dléou, ével ma tistaolomp d’hon dléourien.
13. Ha na laosk két ac’hanômp da gouéza é gwall-ioul ; hôgen hor mir diouc’h drouk. Ével-sé bézet gréat.
14. Râk mar distaolid d’ann dûd hô féc’héjou : ho Tâd péhini a zô enn én̄v a zistaolô ivé d’é-hoc’h hô kwallou.
15. Hôgen ma na zistaolit kéd d’ann dûd, hô Tâd na zistaolô két ken-nébeûd d’é-hoc’h hô péc’héjou.
16. Pa iunit, na vézit ked asrec’huz, ével ar bilpouzed ; râk dislébéri a réon̄d hô dremmou, évid diskouéza d’ann dûd pénaoz é iunon̄t. Hé lavaroud a rann d’é-hoc’h, hô gôbr hô deûz bét.
17. Hôgen té, pa iunez, laka louzou c’houés-vâd oud da benn, ha gwalc’h da zremm.
18. Gan̄d aoun na ziskouézfez d’ann dûd pénaoz é iunez, hôgen d’az Tâd péhini a zô enn amc’houlou : ha da Dâd, péhini a wél enn amc’houlou, a azrôiô d’îd.
19. Na zastumit kéd a denzoriou d’é-hoc’h enn douar, é péléach in̄d diframmet gan̄d ar merkl ha gan̄d ar préved, hag é péléac’h al laéroun hô dizouar hag hô laer.
20. Hôgen dastumid d’é-hoc’h tenzoriou enn én̄v, péléac’h n’in̄t diframmet na gan̄d ar merkl, na gan̄d ar préved, hag é péléac’h al laéroun n’hô dizouaron̄t na n’hô laéron̄t két.
21. Râg el léac’h ma éma da denzor, énô ivé éma da galoun.
22. Da lagad a zô kleûzeur da gorf. Mar d-eo eeun da lagad, da gorf holl a vézô lugernuz.
23. Hôgen m’ar d-eo drouk da lagad, da gorf holl a vézo téval. Mar d-eo éta tévalien ar goulou a zô enn-od, péger braz é vézô-hi ann dévalien hé-unan ?
24. Dén é-béd na hell servicha daou aotrou : râk pé é kasaô unan, hag é karô égilé ; pé é skoaziô unan, hag é raiô faé war égilé. Na hellit két servicha Doué ha Mammon.
25. Râk-sé é lavarann d’é-hoc’h : N’en em nec’hit kéd eûz ar péz a zebrot, nâg eûz ar péz a wiskod war hô korf. Hag ar vuez né d-eo két gwelloc’h éged ar boéd, hag ar c’horf gwelloc’h égéd ann diḻad ?
26. Sellid ouc’h laboused ann en̄v. Na hadon̄t két, na védon̄t két, ha na zastumon̄t nétrâ er soliérou ; hag hô Tâd péhini a zô enn én̄v a voet anézhô. Ha n’oc’h-hu két kalz muioc’h égét-hô ?
27. Ha piou ac’hanoc’h gan̄d hé holl bréder a helfé kreski hé ven̄t eûz a eunn ilinad hép-kén ?
28. Pérâg ivé oc’h-hu nec’het gan̄d hô tiḻad ? Évésait pénaoz é kresk lili ar mesiou : na labouron̄t, na na nézon̄t két.
29. Hogen mé a lavar d’é-hoc’h pénaoz Salaun hé-unan é-kreiz hé holl c’hloar né ket bét gwisked ével unan anézhô.
30. Mar gwisk éta Doué er c’hîz-zé eul louzaouen eûz ar mésiou, péhini a zô hiriô, hag a vézô war-c’hoaz taoled er fourn, gan̄t péger braz préder n’hô kwiskô hén̄ két, tûd a nébeûd a feiz ?
31. N’en em nec’hit kéd éta, ô lavarout : Pétra a zebrimp-ni, pé pétrâ a évimp-ni, pé gan̄t pétrâ en em wiskimp-ni ?
32. Ann dudou holl a en̄klask kémen̄t-sé. Hôgen hô Tad a oar pénaoz hoc’h euz ézomm eûz ann holl draou-zé.
33. Klaskit ’ta da-gen̄ta rouann̄télez Doué, hag hé wirionez : hag ann holl draou-zé a vézô rôed d’é-hoc’h ouc’h-penn.
34. Râk-sé na vézit két nec’het gan̄d ann an̄trônôz ; râg ann an̄trônôz en em brédériô anézhan̄ hé-unan. Da bép dervez é bast hé boan.
1. Na varnit két, évit na viot két barnet.
2. Râk diouc’h m’hô pézô barnet, é vioc’h barnet : ha diouc’h m’hô pezô men̄tet, é vioc’h men̄tet :
3. Pérâg é wélez-té eur blouzen é lagad da vreûr, ha na wélez-té kéd eunn treûst enn da hini ?
4. Pé pénaoz é lévérez-té d’as preûr : Va lez da denna eur blouzen eûz da lagad, té péhini éc’h eûz eunn treust enn da hini ?
5. Pilpouz, tenn da-gen̄ta ann treûst eûz da lagad, ha neuzé é wéli pénaoz é helli tenna ar blouzen eûz a lagad da vreûr.
6. Na rôit kéd ann traou san̄tel d’ar châs, ha na daolit kéd ar perlez dirâg ar moc’h ; gan̄d aoun n’hô flastren̄d dindân hô zreid, ha na zistrôjen̄d ouz- hoc’h évid hô tiskolpa.
7. Goulennit, hag é vézô rôed d’é-hoc’h : klaskit, hag é kéfot : stokit, hag é vézô digored d’é-hoc’h.
8. Râk néb a c’houlenn, a véz rôed d’ézhan̄ : néb a glask, a gâv : ha da néb a stok é vézô digoret.
9. Nag éz eûz hini ac’hanoc’h, ma choulenfé hé vâb bara digan̄t-han̄, a rôjé d’ézhan̄ eur méan ?
10. Pé ma c’houlenfé eur pésk, hag eunn aer a rôjé-hen̄ d’ézhan̄ ?
11. Mar gouzoc’h éta, ha c’houi drouk, rei traou mâd d’hô pugalé : gan̄t péger braz préder hô Tâd péhini a zô enn én̄vou na rôi-hén̄ két traou mâd d’ar ré a c’houlenn digan̄t-han̄ ?
12. Grîd éta d’ann dûd ar péz a garrac’h a raen̄d d’é-hoc’h. Rag énô ema al lézen hag ar Broféded.
13. Id dré ann ôr en̄k ; râk lédan eo ann ôr, hag éc’hon eo ann hen̄d a gâs d’ar gollidigez, ha kalz a dûd a drémen dré énô.
14. Nâg eo en̄k ann ôr, nâg eo striz ann hen̄d a gâs d’ar vuez : nâg éz eûz nébeûd a dûd hag a drémen dré énô !
15. En em virid oud ar fals Broféded, péré a zeû d’hô kavout gôlôet gan̄t krec’hin dén̄ved : ha péré né d-in̄t enn diabars némét bleizi skrapuz.
16. Hô anaoud a reod dioud hô frouez. Ha kutuḻa a helleur rézin war spern, pé fiez war zréz ?
17. Ével-sé pép gwézen vâd a rô frôuez mâd ; ha pép gwézen fall a rô frouez fall.
18. Eur wézen vâd na hell két rei frouez fall : hag eur wézen fall na hell két rei frouez mâd.
19. Pép gwézen ha na rô kéd a frouez mâd, a vézô trouc’het, ha taoled enn tân.
20. Hô anaoud a réod éta dioud hô frouez.
21. Kémen̄d hini a lavar d’in : Aotrou, Aotrou, n’az ai kéd é rouan̄télez ann én̄vou : hôgen ann hini a ra ioul va Zâd, péhini a zô enn én̄vou, hennez a iélô é rouan̄télez ann én̄vou.
22. Meûr a hini a lavarô d’in enn deiz-zé : Aotrou, Aotrou, ha n’hon eûz-ni kéd diouganed enn da hanô ? Ha n’hon euz-ni két kaset-kuîd ann diaouled enn da hanô ? Ha n’hon eûz-ni két gréat kalz a vurzudou enn da hanô ?
23. Ha neûzé é livirinn d’ézhô : Biskoaz n’em eûz hoc’h anavézet : tec’hid diouz-in, tûd disléal.
24. Piou-bennâg éta a glev ar geriou-man̄ d’in, hag a ra diout-hô, a vézô hévélébékéed oud eunn dén fûr, péhini en deûz saved hé dî war ar méan.
25. Hag ar glaô a zo kouézet, hag ar steriou a zô dic’hlannet, hag ann avel en deûz c’houézet, hag en em voun̄tet war ann tî-zé, ha n’eo két kouézet, dré ma’z oa saved war ar méan.
26. Hôgen piou-bennâg a glev ar geriou-man̄ d’in, ha na ra kéd diout-hô, a vézô hén̄vel oud eunn dén foll, péhini en deûz saved hé dî war ann tréaz :
27. Hag ar glaô a zô kouézet, hag ar steriou a zô dic’hlannet, hag ann avel en deûz c’houézet, hag en em voun̄tet war ann tî-zé, hag eo bed diskaret, ha brâz eo béd hé zisman̄t.
28. Ha pa en dévoé Jézuz peûr-lavared ar geriou-zé, ann dûd a ioa souézet gan̄d hé gélenn.
29. Râk hô deski a réa ével ann hini en deûz ar galloud ; ha n’hen gréa kéd ével ar Skribed hag ar Farizianed.
1. Hôgen pa oé diskenned eûz ar ménez, eul lôd brâz a dûd a iéaz war hé lerc’h :
2. Ha chétu eul lovr ô ton̄d énô, a azeûlé anézhan̄, ô lavarout : Aotrou, mar fell d’îd, va faréa a hellez.
3. Ha Jézuz oc’h astenna hé zourn, a stokaz out-han̄, ô lavarout : Felloud a ra d’in. Ra vézi paré ; ha râk-tâl é oé paré (G).
4. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Laka évez na lavarfez ann dra-man̄ da zén : hôgen kéa : en em ziskouéz d’ar bélek, ha kinnig d’ézhan̄ ar gwéstl, a zô bét gourc’hémennet gan̄t Moizez, évit ma vézô ann dra-man̄ testéni d’ézhô.
5. Hôgen pa ’z éaz Jézuz é Kafarnaom, eur C’han̄téner a zeûaz d’hé gavout, oc’h hé bédi,
6. Hag ô lavarout : Aotrou, va faotr a zô kouézet klân̄ gan̄d ar paralizi, hag eo en̄krézet meûrbéd.
7. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Mon̄d a rinn, hag é paréinn anézhan̄.
8. Hag ar C’han̄tener a respoun̄taz d’ézhan̄, ô lavarout : Aotrou, na zellezann kéd é teûfez em zî : hôgen lavar eur gér hép-kén, ha va faotr a vézô paré.
9. Râg mé a zô eunn dén lékéad dindan béli, hag em eûz soudarded dindân-oun, hag é lavarann da unan : Kéa, hag éz a, ha da eunn all : Deûz, hag é teû ; ha d’am faotr : Gra ann dra-man̄, hag é ra.
10. Hôgen pa glevaz Jézuz kémen̄t-sé é oé souézet, hag é lavaraz d’ar ré a ioa war hé lerc’h : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h n’em euz két kavet eur feiz ker braz enn Israel.
11. Ével-sé é lavarann d’é-hoc’h, pénaoz é teûiô meûr a hini eûz ar sao-héol hag eûz ar c’hûs-héol, hag é vézin̄t lékéat gan̄d Abraham, Izaak, ha Jakob é rouan̄télez ann én̄vou :
12. Hôgen bugalé ar rouan̄télez a vézô taoled enn dévalien a-ziavéaz. Énô é vézô gwélvan ha skriñ den̄t.
13. Ha Jézuz a lavaraz d’ar C’han̄tener : Kéa, ha bézet gréad d’id ével ma éc’h eûz krédet. Hag hé baotr a iac’haaz war ann heur.
14. Ha pa zeûaz Jézuz da di Per, é wélaz hé vamm-gaer gourvézet, hag hi klân̄ gan̄d ann dersien :
15. Hag é stokaz ouc’h hé dourn, hag ann dersien a iéaz-kuîd diout-hi ; hag hi a zavaz, hag a zerviché anézhô.
16. Hôgen diouc’h ar pardaez, é oé digased d’ézhan̄ meur a zén trec’het gan̄d ann diaoulou, hag é kasé-kuîd dré hé c’hér ar spérédou ; hag é iac’héaz ar ré holl a ioa klân :
17. Évit ma vijé sévéned ar péz a oa bét lavaret gan̄d ar profed Izaiaz : Kéméred en deûz hé-unan hor gwanderiou, ha douged en deûz hor c’hlén̄véjou.
18. Hôgen Jézuz ô wélout kalz a dûd war hé drô, a c’hourc’hémennaz mon̄d enn tu all d’al lagen.
19. Hag eur Skrib ô tôstaat, a lavaraz d’ézhan̄ : va Mestr, mon̄d a rinn war da lerc’h, é pé léac’h-bennâg ma’z î.
20. Ha Jézuz a lavaraz dézhan̄ : Al lern hô deûz toullou, ha laboused ann én̄v hô deûz neisiou : hôgen Mâb ann dén n’en deûz léac’h é-béd évid harpa hé benn.
21. Eunn all eûz hé ziskibled a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, kav-mâd éz afenn da-gen̄ta da liéna va zâd.
22. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Deuz war va lerc’h, ha lez ar ré varô da liéna hô ré varô.
23. Hag ô véza-hén̄ piñed enn eur vag, hé ziskibled a iéaz war hé lerc’h :
24. Ha chétu eur stourm brâz a zavaz war ar môr, enn hévélep doaré ma oa ar vâg gôlôed a goummou ; hag hen̄ kouskoudé a gouské.
25. Hag hé ziskibled a dôstaaz out-han̄, hag é tihunjon̄d anézhan̄, ô lavarout : Aotrou, savété ac’hanomp, mon̄d a réomp da golla.
26. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Pérag hoc’h eûz-hu aoun, tûd a nébeûd a feiz ? Neûzé é savaz hag é c’hourc’hémennaz d’ann avélou ha d’ar môr, hag é teûaz sioul-brâz ann amzer (M).
27. É-gwirionez ann dûd-zé a oé souézet, ô lavarout : Piou eo hé-man̄, ouc’h péhini é sen̄t ann avélou hag ar môr ?
28. Ha pa oé deûed enn tû all d’al lagen é brô ar Jérazéned, daou zén trec’het gan̄d ann diaoulou, péré a zeûé eûz ar bésiou, ha kenn diboell na grédé dén tréménoud dré ann hen̄t-zé, a ziambrougaz anézhan̄ :
29. Ha chétu é krijon̄t, ô lavarout : Jézuz, mâb Doué, pétrâ a zô étré té ha ni ? Ha deûd oud-dé aman̄ évid hon en̄krézi ken̄t ann amzer ?
30. Hôgen béz’ éz oa tôst diouc’h énô eur van̄den vrâz a vôc’h ô peûri.
31. Hôgen ann diaoulou a bédé anézhan̄, ô lavarout : Mar kasez ac’hanomp kuîd achann, kâs ac’hanomb er van̄den vôc’h.
32. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Iit. Hag hi ô véza éad er-méaz a iéaz er môc’h, ha chétu éz éaz ann holl vanden vôc’h d’en em deûrel gan̄t frouden er môr : hag é varvjon̄d enn doureier.
33. Hôgen ar vésaerien a déc’haz : hag ô véza deûed é kéar, é tanéveljon̄t kémen̄t-sé, hag ar péz a oa c’hoarvezed gan̄d ar ré a ioa trec’het gan̄d ann diaoulou.
34. Ha chétu holl dud kéar a ziarbennaz Jézuz : hag ô véza hé wélet, é pédjon̄d anézhan̄ da bellaad diouc’h hô brô.
1. Hag o piña enn eur vag, é treûzaz al lagen, hag é teûaz enn hé géar hé-unan.
2. Ha chétu é tigaschon̄d d’ézhan̄ eur paralitik, gourvézet war eur gwélé. Ha Jézuz ô wéloud hô feiz, a lavaraz d’ar paralitik : Va mâb, kémér fisian̄s, da béc’héjou a zô distaoled d’id.
3. Ha chétu eur ré eûz ar Skribed a lavaraz enn-hô hô-unan : A-énep Doué hag al lézen é komz hé-man̄.
4. Ha pa wélaz Jézuz hô ménosiou, é lavaraz d’ézhô : Pérâg é vennit-hu droug enn hô kalounou ?
5. Péhini eo ann esa, lavarout : Da béc’héjou a zô distaoled d’id ; pé lavarout : Saô ha balé ?
6. Hôgen évit ma wiot pénaoz Mâb ann dén en deûz ar galloud war ann douar da zisteûrel ar péc’hédou, neûzé é lavaraz d’ar paralitik : Saô, kémer da wélé, ha kéa d’az tî.
7. Hag é savaz, hag éz éaz d’hé dî.
8. Ann dud-zé ô wélout-sé hô dévoé aoun, hag é veûljon̄d Doué, péhini en deûz roed eunn hévélep galloud d’ann dûd.
9. Ha pa’z éa-kuîd ac’hanô Jézuz, é wélaz eunn dén azézed é tî ar gwiriou, hanvet Mazé. Hag é lavaraz d’ézhan̄ : Deûz war va lerc’h. Hag hen̄ a zavaz hag a iéaz war hé lerc’h.
10. Ha pa édo Jézuz ouc’h taol enn tî, chétu kalz a Bublikaned hag a béc’herien en em lékéaz ouc’h taol gan̄t Jézuz hag hé ziskibled.
11. Ha pa wélaz kémen̄t-sé ar Farizianed, é léverjon̄d d’hé ziskibled : Pérâg é tebr hô mestr gan̄d ar Bublikaned ha gan̄d ar béc’herien ?
12. Ha pa glévaz Jézuz kémen̄t-sé, é lavaraz : Né kéd ar ré iac’h hô deûz ézomm a louzaouer, ar ré glân̄v eo.
13. It ’ta, ha deskit pétrâ eo da lavarout : Gwell eo gan-én trugarez égét azeûlidigez. Râk n’ounn kéd deûed évit gervel ar ré wirion, hôgen évit gervel ar béc’herien.
14. Neûzé diskibled Iann a dôstaaz out-han̄, ô lavarout : Pérâk nî, hag ar Farizianed é iunomp-ni aliez ; ha na iun két da ziskibled ?
15. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Bugalé ar pried hag hî a hell en em c’hlac’hari é-pâd ma éma ar pried gan̄t-hô ? hôgen don̄d a rai deisiou é péré é vézô lamed digan̄t-hô ar pried ; ha neuzé é iunin̄t.
16. Dén ivé na laka eur pen̄sel nevez oud diḻad kôz : râk diframma a rafé lôd eûz ann diḻad, hag ar rog a vijé gwâz.
17. Ha na lékéeur két gwîn nevez é listri kôz ; râk anéz al listri a dorr, ar gwîn a réd, hag al listri a zô kollet. Hôgen lakaad a réeur ar gwîn nevez é listri nevez, hag é mireur ann eil hag égilé.
18. Pa lavaré kémen̄t-sé d’ézhô, chétu eur penn-dén a dôstaaz out-han̄, hag a azeûlé anézhan̄, ô lavarout : Aotrou, va merc’h a zô marô bréman̄ : hôgen deûz, laka da zourn war-n-ézhi, hag é vévô.
19. Ha Jézuz a zavaz, hag a iéaz war hé lerc’h gan̄d hé ziskibled.
20. Ha chétu eur c’hrég, péhini a ioa klân̄ gan̄d ann diwada daouzék vloaz a ioa, a dostaaz out-han̄ a ziadré, hag a zournataz penn-pil hé zaé d’ézhan̄.
21. Râg hî a lavaré enn-hi hé-unan : ma tournatann hép-kén hé zaé, é vézinn iac’héet.
22. Hôgen Jézuz ô véza distrôet, hag ô wéloud anézhi, a lavaraz : Va merc’h, az péz fisian̄s, da feiz en deûz da iac’héet. Hag ar c’hreg a oé iac’héet râk-tâl :
23. Ha pa oé deûed Jézuz é tî ar penn-dén, ha pa wélaz ar zutellerien hag eul lôd tûd oc’h ôber trouz, é lavaraz :
24. It-kuit : râg ar plac’h-iaouan̄k né két marô, hôgen kousked eo. Hag é réan̄t goab anézhan̄.
25. Ha pa oé kaset-kuîd al lôd tûd-zé, éz éaz ébarz, hag é krogaz enn hé dourn d’ézhi. Hag ar plac’h-iaouan̄k a zavaz.
26. Hag ar vrûd eûz a gémen̄t-sé a iéas dré ann holl vrô-zé.
27. Ha pa’z éa-kuîd ac’hanô Jézuz, daou zén dall a zeûaz war hé lerc’h, enn eul lén̄va, hag enn eul lavarout : Mâb David, az péz truez ouz-omp.
28. Hôgen pa oé deûed enn ti, ann dud dall a dôstaaz out-han̄. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Ha c’houi a gréd é helfenn ôber kémen̄t-sé d’é-hoc’h ? Hî a lavaraz d’ézhan̄ : Ia, Aotrou.
29. Neûzé é lékéaz hé zourn oud hô daou-lagad, enn eul lavarout : Bézet gréad d’é-hoc’h hervez hô feiz.
30. Hag hô daou-lagad a oé digoret : Ha Jézuz a c’houdrouzaz anézhô, ô lavarout : Diwallit na oufé dén ann dra-zé.
31. Hôgen hi ô véza éad er-méaz a rôaz da anaoud hé hanô-mâd dré ann holl vrô-zé.
32. Hôgen pa oé éat-kuîd ar ré-man̄, chétu é oé digased d’ézhan̄ eunn dén-mûd, trec’het gan̄d ann diaoul.
33. Ha goudé ma oé taolet er-méaz ann diaoul, ann dén-mûd a gomzaz, hag ann dudou a oé souézet, hag é lavaren̄t : Biskoaz n’eûz bét gwélet kémen̄d all enn Israel.
34. Hôgen ar Farizianed a lavaré : Gan̄t penn ann diaoulou é kâs-kuid ann diaoulou.
35. Ha Jézuz a iéa trô-var-drô er c’heriou hag er bourc’hiou, ô teski enn hô sinagogou, hag ô prézégi Aviel ar rouan̄télez, hag ô iac’haad ann holl wanderiou, hag ann holl glenvéjou.
36. Hôgen pa wélaz ann holl dud-zé, en doe truez out-hô dré ma oan̄t en̄krézet, ha gourvézet ével dén̄ved hep mesaer.
37. Neûzé é lavaraz d’hé ziskibled : Brâz eo ar médérez, hôgen dibaod eo ann ôbérourien.
38. Pédid éta ann Aotrou eûz ar médérez, évit ma kasô ôbérourien enn hé védérez.
1. Ha goudé m’en doé galved hé zaouzék diskibl, é rôaz d’ézhô galloud war ar spérédou dic’hlan, évid hô c’hâs-kuît, ha iac’haad ann holl wanderiou, hag ann holl glen̄véjou.
2. Hôgen chétu hanvou ann daouzég Abostol : Ar c’hen̄ta, Simon, a c’halveur Per, hag André hé vreûr.
3. Jakez mâb Zébédé, ha Iann hé vreur, Filip, ha Bertélé, Tomaz, ha Mazé ar publikan, Jakez mâb Alfé, ha Tadé.
4. Simon ar C’hananéad, ha Iuzaz Iskariot, péhini hen gwerzaz.
5. Jézuz a gasaz ann daouzék dén-zé hag a c’hourc’hémennaz d’ézhô, ô lavarout : Na ’z éot-kéd é-trézeg ar Baianed, ha na ’z éot kéd é keriou ar Samaritaned.
6. Hôgen ît ken̄toc’h é-trézeg den̄ved ti Israel, péré a ia da goll.
7. Hôgen ît ha prézégit, ô lavarout : Pénaoz é tôsta rouan̄télez ann én̄vou.
8. Iac’haid ar ré glân̄, dazorc’hid ar ré varô, paréid ar ré lovr, kasit-kuîd ann diaoulou : évit nétrâ hoc’h eûz bét, rôid évit nétrâ.
9. Na biaouit nag aour, nag arc’han̄t, na moneiz enn hoc’h ilc’hier.
19. Na gasit kéd a ézef enn hen̄t, na diou zaé, na boutou, na bâz : râk ann ôbérer a zellez hé voéd.
11. Hôgen é pé kéar-bennâg, é pé bourc’h-bennâg ma’z éot, goulennit piou a zô dellézek enn-hi ; ha choumid énô bété ma ’z éot-kuît eûz ar vrô.
12. Ha pa’z éod enn tî, stouid dira-z-han̄, ô lavarout : Ra vézô ar péoc’h enn tî-man̄ !
13. Ha mar d-eo dellézuz ann tî-zé, hô péoc’h a zeûi war-n-ézhan̄ : hôgen ma né d-eo kéd dellézuz, hô péoc’h a zistrôiô d’é-hoc’h.
14. Ha pa vézô unan-bennâg ha n’hô tigémérô két, ha na zélaouô kéd hô keriou : pa’z éot-kuîd eûz ann tî-zé, pé euz ar géar-zé, hejid ar poultr eûz hô treid.
15. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h : Douar ar Sodomidi hag ar Gomorridi a vézô digéméret gan̄t mui a habaskded, é deiz ar varn, égéd ar géar-zé.
16. Chétu é kasann ac’hanoc’h ével dén̄ved é-kreiz ar bleizi. Bézid éta poellek ével aéred, hag eeun ével koulmed.
17. Hôgen diwallid ouc’h ann dûd. Râg hô tigas a rain̄d enn hô strolladou, hag e skourjézin̄d ac’hanoc’h enn hô sinagogou.
18. Ha kased é viod dirâg ar rénerien hag ar rouéed enn abek d’in, é testéni d’ézhô, ha d’ar vrôadou.
19. Hôgen pa viot kased dira-z-hô, n’en em likit kéd é poan pénaoz na pétrâ a lévérot : râk rôed é vézô d’é-hoc’h war ann heur pétrâ a lévérot.
20. Râk né két c’houi eo a lavar, hôgen Spéred hô Tâd, péhini a lavar enn-hoc’h.
21. Hôgen ar breûr a lâkaiô hé vreûr d’ar marô, hag ann tâd hé vâb : hag ar vugalé a zispac’hô out hô zâd hag oud hô mamm, hag hô lakain̄nd da vervel.
22. Hag é viot kaséet gan̄d ann holl enn abek din : hôgen néb a gen̄dalc’hô bétég ann divéz, hen-nez a vézô salvet.
23. Hôgen pa heskinin̄d ac’hanoc’h enn eur géar, tec’hid enn eun all. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, n’hô pézô két peûr-c’hréat keriou Israel, na zeûi Mâb ann dén.
24. Ann diskibl né kéd uc’héloc’h égéd ar mestr, nâg ar mével uc’héloc’h égéd hé aotrou.
25. A-walc’h eo d’ann diskibl beza ével hé vestr, ha d’ar mével béza ével hé aotrou. Mar hô deûz galvet penn ann tiégez Belzébud ; ken̄t-sé ha na rain̄t ked ivé hé vévellou ?
26. N’hô pézet két ’ta a aoun ra-z-hô. Rak n’eûz nétrâ a c’hôlôet, ha na vézô dizôlôet ; ha nétrâ a guzet na vézô gwézet.
27. Livirid er goulou ar péz a lavarann d’é-hoc’h enn amc’houlou : ha prézégit war ann tôennou, ar péz a glevid enn hô skouarn.
28. Ha n’hô pézet kéd a aoun râg ar ré a lâz ar c’horf, ha na hell két laza ann éné : hôgen hô pézet ken̄t aoun râg ann hini a hell kolla hag ann éné hag ar c’horf enn ifern.
29. Ha na werzeur kéd daou c’holvan eur gwennek : hag unan anézhô na gouéz két d’ann douar héb ioul hô tâd ?
30. Hôgen bleô hô penn a zô nivéred holl.
31. N’hô pézet két ’ta a aoun : muioc’h é talit égét kalz a c’holvaned.
32. Piou-bennâg éta a an̄savô ac’hanoun dirâg ann dûd, ec’h an̄savinn ivé anézhan̄ dirâk va Zâd, péhini a zô enn én̄vou.
33. Hôgen piou-bennâg a zinac’hô ac’hanoun dirâg ann dûd, é tinac’hinn ivé anézhan̄ dirak va Zâd, péhini a zô enn én̄vou.
34. Na vennit kéd é venn deûed da zigâs ar péoc’h war ann douar : n’ounn kéd deûd da zigas ar péoc’h hôgen da zigâs ar c’hlézé.
35. Râk deûd ounn da ranna ann dén diouc’h hé dâd, hag ar verc’h diouc’h hé mamm, hag ar verc’h-gaer diouc’h hé mamm-gaer.
36. Ha mévellou ann dén a vézô hé énébourien.
37. Néb a gâr hé dâd pé hé vamm dreist-oun, né kéd dellézeg ac’hanoun : ha néb a gâr hé vâb pé hé verc’h dreist-oun, né kéd dellézeg ac’hanoun.
38. Ha nép na gémer kéd hé grôaz, ha na heûḻ kéd ac’hanoun, né kéd dellézeg ac’hanoun.
39. Néb a vîr hé vuez hé c’hollo : ha néb en dévézô kolled hé vuez enn abek d’in, hé c’havô.
40. Néb a zigémer ac’hanoc’h, a zigémer ac’hanoun : ha néb a zigémer ac’hanoun, a zigémer ann hini en deûz va digaset.
41. Néb a zigémer eur profed enn hanô eur profed, en dévézô gôbr eur profed : ha néb a zigémer eunn dén gwirion enn hanô eunn dén gwirion, en dévézô gôbr eunn dén gwirion.
42. Ha piou-bennâg en dévézô rôed da éva eur wérennad zour hép-kén da unan eûz ar ré zistéra eûz ar ré-man̄, enn hanô va diskibl : é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, na gollô kéd hé c’hôbr.
1. Ha pa en doé rôet Jézuz ar gourc’hémennou-zé d’hé ziskibled, éz éaz ac’hanô da zeski ha da brézégi enn hô c’heriou.
2. Hôgen pa glevaz Iann enn hé vâc’h ôbériou ar C’hrist, é kasaz daou euz hé ziskibled,
3. Da lavaroud d’ézhan̄ : Ha té eo ann hini a dlé don̄t, pé é tléomp-ni gortozi eunn all ?
4. Ha Jézuz a respountaz hag a lavaraz d’ézhô : It ha danévellid da Iann ar péz hoc’h eûz klevet ha gwélet.
5. Ar ré zall a wél, ar re gamm a valé, ar ré lovr a zô skarzet, ar ré vouzar a glev, ar ré varô a zâv da véô, ann Aviel a zô prézéged d’ar ré baour.
6. Hag euruz eo ann hini na gémérô kéd a wall-skouér diouz-in.
7. Pa oa éad ar ré-man̄ kuît, Jézuz a zéraouaz komza oud ar bobl diwar-benn Iann : Pétrâ oc’h-hu éad da wéloud enn distrô ? Eur gorsen héjet gan̄d ann avel ?
8. Hôgen pétrâ oc’h-hu éad da wélout ? Eunn dén gwisket gan̄t boukder ? Chétu ar ré a zô gwisket gan̄t boukder a choum é tiez ar rouéed.
9. Hôgen pétrâ oc’h-hu éad da wéloud ? Eur profed ? Ia, a lavarann d’é-hoc’h, ha mui égéd eur profed.
10. Râg hen-nez eo diwar-benn péhini eo skrivet : Chétu é kasann va éal enn da raok, péhini a aozô da hen̄d abarz ma teûi.
11. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h : E-touez bugalé ar merc’hed n’eûz két bét ganet brasoc’h égét Iann Vadézour : hôgen ann hini a zô ar bihana é rouan̄télez ann én̄vou, a zô brasoc’h égét-han̄.
12. Hôgen euz a zeiziou Iann Vadezour bété vréma, roan̄télez ann én̄vou a zô bét kéméred dré ners, hag ann dûd téar eo a skrâp anézhan̄.
13. Râk bété Iann, ann holl Broféded hag al lézen hô deûz diouganet.
14. Ha mar fell d’é-hoc’h lakaad enn hô skian̄t, hén̄ eo Éliaz péhini a dlé don̄t.
15. Ra zélaouô hen-nez, ann néb en deûz diskouarn da zélaoui.
16. Hôgen, ouc’h pétrâ é hévélébékainn-mé ar bobl-man̄ ? Hén̄vel eo ouc’h bugalé azézed er marc’hallac’h, péré a grî d’hô c’henseurd,
17. Hag a lavar d’ézhô : Kaned hon eûz d’é-hoc’h, ha n’hoc’h eûz kéd dan̄set : lén̄ved hon eûz, ha n’hoc’h eûz két kan̄vaouet.
18. Râk Iann a zô deûet hép na zebr na na év, hag é lévéron̄t : Ann Diaoul a zô enn-han̄.
19. Deûed eo Mâb ann dén péhini a zebr hag a év, hag é lévéron̄t : Chétu eunn dén lon̄tek, hag eunn éver gwîn, miñoun d’ar Bublikaned ha d’ar béc’herien. Hag ar furnez a oé diskleriet gan̄d hé vipien.
20. Neûzé é teraouaz ôber tamallou d’ar c’heriou, é péré en doa gréat kalz a vurzudou, ô véza n’hô doa két gréat pinijen.
21. Gwâz d’îd Korozain, gwâz d’îd Betsaida ; râk ma vijé gréat é Tîr hag é Sidon ar burzudou a zô bét gréad enn-hoc’h, pell zô hô divijé gréat pinijen er sac’h-reûn hag el ludu.
22. Râk-sé é lavarann d’é-hoc’h : Ken̄toc’h é vézô distaoled da Dîr ha da Zidon, é deiz ar varn, égéd d’é-hoc’h.
23. Ha té, Kafarnaom, ha sével a rî-dé bétég enn én̄v ? Diskenni a rî bétég enn ifern : râk ma vijé bét gréat é Sodom ar burzudou a zô bét gréad enn da greiz, choumed é vijen̄t martézé bété vréma.
24. Râk-sé é lavarann d’é-hoc’h, pénaoz é vézô ken̄toc’h distaoled da zouar Sodom, é deiz ar varn, éged d’é-hoc’h.
25. Enn amzer-zé Jézuz a lavaraz : Da an̄savout (G) a rann, va Zâd, Aotrou ann én̄v hag ann douar, dré ma éc’h eûz kuzed ann traou-zé oud ar ré fur, oud ar ré boellek, ha dré ma éc’h eûz hô diskleried d’ar ré viban.
26. Ia, va Zâd : râk ma eo héted ann dra-zé d’îd.
27. Pép trâ a zô bét lékéad étré va daouarn gan̄t va Zâd. Ha dén na anavez ar Mâb néméd ann Tâd : ha dén na anavez ann Tâd néméd ar Mâb, hag ann hini da béhini é vézô fellet gan̄d ar Mâb hé ziskleria.
28. Deûd d’am c’havout, c’houi holl péré a zô skuized ha bec’hiet, ha mé hô tiboaniô.
29. Kémérit va iéô war-n-hoc’h, ha deskit gan-én pénaoz ounn habask, ha vuel a galoun : hag é kafot ar paouez eûz hoc’h énéou.
30. Râk va iéô a zô kûn̄, ha va béac’h a zô skân̄.
1. Enn amzer-zé Jézuz a dréméné dré eur park éd é deiz ar sabbat : hôgen hé zisbibled péré hô doa naoun en em lékéaz da gutuḻa tamoezennou ha d’hô dibri.
2. Hôgen ar Farizianed pa weljon̄t kémen̄t-sé, a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu da ziskibled a ra ar péz a zô berzet é deisiou ar sabbat.
3. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ha n’hoc’h eûs-hu két lennet pétrâ a réaz David, pa en dévoé naoun, hag ar ré a ioa gan̄t-han̄ ?
4. Pénaoz éz éaz é tî Doué, hag é tebraz baraou ar c’hennig, péré na oa aotréed hô dibri na d’ézhan̄, na d’ar ré a ioa gan̄t-han̄, hôgen d’ar véleien hép-kén ?
5. Pé n’hoc’h eûs-hu két lenned el lézen, pénaoz é deisiou ar sabbat ar véleien a dorr ar sabbat enn templ, hag in̄d dinam ?
6. Hôgen lavaroud a rann d’é-hoc’h, pénaoz éz eûz ama unan hag a zô brasoc’h égéd ann templ.
7. Hôgen ma oufac’h pétrâ eo ann dra-man̄ : Ann drugarez a fell d’in, ha né kéd al lazérez, n’hô pijé két barnet tûd dian̄tek.
8. Râk Mâb ann dén a zô ann Aotrou eûz ar sabbat hé-unan.
9. Hag ô véza éat-kuîd ac’hanô, é teuaz enn hô sinagog.
10. Ha chétu e oa énô eunn dén péhini en doa eunn dourn dizec’het. Hag é c’houlenjon̄d digan̄t-han̄, hag éz oa mâd rei ar iéc’hed é deisiou ar sabbat ; évit ma tamaljen̄d anézhan̄.
11. Hôgen hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pé zén ac’hanoc’h, mar en défé eunn dan̄vad, hag a vé kouézed enn eur poull é deiz ar sabbat, na zeufé kéd d’hé denna ha d’hé zével ?
12. Pégémen̄d eo gwelloc’h eunn dén égéd eunn dan̄vad ? Dré-zé é helleur ôber-vâd é deisiou ar sabbat.
13. Neûzé é lavaraz d’ann dén : Astenn da zourn. Hag hén̄ hé astennaz, hag é teûaz iac’h ével égilé,
14. Hôgen ar Farizianed ô véza éat-kuît, en em guzuliaz enn hé énep, évit gouzout pénaoz é koljen̄t anézhan̄.
15. Hôgen Jézuz ô c’houzout kémen̄t-sé en em dennaz ac’hanô : ha kalz a dûd ô véza éat war hé lerc’h, hô iac’héaz holl.
16. Hag é c’hourc’hémennaz d’ézhô na vrudjen̄t két kémen̄t-sé.
17. Évit ma vijé sévénet ar péz a zô bet lavaret ével-henn gan̄d ar Profed Izaiaz :
18. Chétu va bugel em eûz dilennet, va muia-karet, é péhini em eûz lékéat va holl garan̄tez. Lakaad a rinn va spéred war-n-ézhan̄, hag é embannô ar varn d’ar vroadou.
19. Na zaélô két, na c’harmô két, ha dén na glevô hé vouéz er ruou.
20. Na dorrô kéd ar gorsen diskaret, ha na vougô kéd ar boulc’hen a zivôged, kén n’en dévézô lékéad ar varn da drec’hi.
21. Hag ar vroadou a c’hédô enn hé hanô.
22. Neûzé é oé digased d’ézhan̄ eunn dén trec’het gan̄d ann diaoul, dall ha mûd, hag é iac’héaz anézhan̄, enn hévélep doaré ma komzaz ha ma wélaz.
23. Hag ann holl dûd a oé souézet brâz, hag a lavaré : Ha n’eo kéd hé-man̄ mâb David ?
24. Hôgen ar Farizianed pa glevjon̄t kémen̄t-sé a lavaraz : Hé-man̄ na gâs-kuîd ann diaoulou néméd dré Véelzébub penn ann diaoulou.
25. Hôgen Jézuz oc’h anaoud hô mennosiou, a lavaraz d’ézhô : Pép rouan̄télez kévrennet out-hi hé-unan, a vézô disman̄tret : ha pép kéar, pé pép tî a vézô kévrennet out-han̄ hé-unan, na joumô kéd enn hé zâ.
26. Ha mar teû Satan da gâs Satan kuît, eo kévrennet out-han̄ hé-unan : pénaoz éta é choumô hé rouan̄télez enn hé zâ ?
27. Ha mar kasann-kuîd ann diaoulou dré Vélzébub, dré biou hô c’hâs-kuîd hô pugalé ? Râk-sé é vézin̄d hô-unan hô parnerien.
28. Hôgen mar kasann-kuîd ann diaoulou dré Spéred Doué, rouantélez Doué a zô éta deuet bétég enn-hoc’h.
29. Pé pénaoz é hell unan-bennâg mon̄d é tî eunn dén kré, ha preiza he listri, néméd da gen̄ta en défé éréed ann dén kré ? Ha neûzé é preizô hé dî.
30. Nép n’éma két gan-én̄, a zô a-énep d’in : ha nép na zastum két gan-én̄, a skiñ.
31. Râk-sé é lavarann d’é-hoc’h, pénaoz pép péc’hed ha péd lé-douet a vézo distaoled d’ann dûd ; hôgen pép lé-doued oud ar Spéred-glân̄ na vézô kéd distaolet.
32. Ha piou-bennâg en dévézô komzed a-énep Mâb ann dén, é vézô distaoled d’ézhan̄ : hôgen piou-bennâg en dévézô komzed a-éneb ar Spéred-glân̄, na vézô distaolet d’ézhan̄ nag er béd-man̄, nag er béd da zon̄t.
33. Pé livirit éz eo mâd ar wezen, ha mâd hé frouez : pé livirid éz eo fall ar wézen, ha fall hé frouez, râg ar wézen a anavézeur dioud hé frouez.
34. Gwenn ann aéred-viber, pénaoz é hellit-hu lavarout traou mâd, ha c’houi tûd fall ? Râk diouc’h leûnder ar galoun é komz ar génou.
35. Eunn dén mâd a denn traou mâd eûz a eunn ten̄zor mâd : hag eunn dén droug a denn traou droug eûz a eunn ten̄zor drouk.
36. Hôgen hel lavaroud a rann d’é-hoc’h ; pénaoz ann dud a vézô kréd é deiz ar varn (G) eûz a gémen̄t gér didalvez hô dévézô lavaret.
37. Râk diouc’h da c’hériou é vézi didamallet, ha diouc’h da c’hériou é vézi tamallet.
38. Neûzé eur ré-bennâg eûz ar Skribed hag euz ar Farizianed a respoun̄taz dézhan̄, ô lavarout : Mestr, ni hor bé c’hoan̄d da wéloud eur burzud gréat gan-éz.
39. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ezhô : Ar wenn drouk hag avoultr-zé a c’houlenn eur burzud, ha na vézô rôed dézhi burzud é-béd, némét burzud ar Profed Jonaz.
40. Râg ével ma oé Jonaz trî dervez ha teir nôzvez é kôv ar môr-varc’h, ével-sé é vézô Mâb ann dén trî dervez ha teir nôzvez é kaloun ann douar.
41. Tûd Niniva a zavô é deiz ar varn gan̄d ar wenn-zé, hag é tamallin̄d anézhi ; dré ma hô deûz gréat pinijen goudé prézégen Jonas : ha chétu aman̄ mui éget Jonaz.
42. Rouanez ar c’hresteiz a zavô é deiz ar varn gan̄d ar wenn-zé, hag é tamallô anézhi : dré ma eo deûed eûz a harzou ann douar da zélaoui furnez Salomon : ha chétu aman̄ mui égét Salomon.
43. Hôgen pa’z a ar spéred louz eûz a eunn dén, é valé dré lec’hiou séac’h, ô klaskout ann arzaô, ha n’hé c’hâv két.
44. Neûzé é lavar : Distrei a rinn d’am zî eûz a béléac’h ounn deuet. Hag ô ton̄d dî é kâv anézhan̄ goullô, skubet ha kempennet.
45. Neûzé éz â, hag é kémer gan̄t-han̄ seiz spéred all gwasoc’h égét-han̄, hag ô von̄d enn ti-zé é choumon̄d énô : hag ar stad nevez eûz ann dén-zé a zeû gwasoc’h égéd ar c’hen̄ta. Evel-sé a c’hoarvézé gan̄d ar wenn fall-zé.
46. Pa gomzé c’hoaz oud ann en̄groez, chétu hé vamm hag hé vreûdeûr a ioa er-méaz, hag a c’houlenné komza out-han̄.
47. Hôgen unan-bennâg a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu da vamm ha da vreûdeur a zô er-méaz hag a glask ac’hanod.
48. Hag hén̄ ô respoun̄ta da néb a gomzé out-han̄, a lavaraz : Piou eo va mamm, ha piou eo va breûdeûr ?
49. Hag oc’h astenna hé zourn war hé ziskibled, é lavaraz : chétu va mamm, ha va breûdeûr,
50. Râk piou-bennâg a ra ioul va Zâd péhini a zô enn én̄vou, hen-nez a zô va breûr, va c’hoar, ha va mamm.
1. Enn deiz-zé Jézuz ô véza éad er-méaz eûz ann tî, a azézaz é-harz ar môr.
2. Hag eul lôd brâz a dûd en em zastumaz war hé drô ; enn hévélep doaré ma piñaz war eur vag ha ma azézaz énô ; hag ann holl en̄groez a joumaz war ann aot :
3. Hag é lavaraz d’ézhô kalz traou dré barabolennou ô komza ével-henn : Chétu ann hader a zô éad er-méaz da hada.
4. Hag é-pad ma hadé, lôd euz ann had a gouézaz a-héd ann hen̄t, ha laboused ann én̄v a zeûaz hag hé zebraz.
5. Lôd all a gouézaz enn eul léac’h meinek, é péléac’h né oa két kalz a zouar : hag é savaz kerken̄t, dré né oa kéd a zounder douar.
6. Hôgen pa zavaz ann héol é oé losket : hag ô véza n’en doa kéd a c’hrisien, é sec’haz.
7. Lôd all a gouézaz é-touez ann drein : hag ann drein a greskaz, hag a vougaz anézhan̄.
8. Lôd all a gouézaz é douar mâd : hag é rôaz frouez, lôd kan̄t kémen̄d all, lôd tri-ugen̄t, lôd trégon̄t.
9. Ra zélaouô néb en deûz diskouarn da glevout.
10. Hag hé ziskibled ô tôstaad a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg é komzez-té out-hô dré barabolennou ?
11. Hag hén̄ a respoun̄taz d’ézhô, ô lavarout : Dré ma’z eo rôed d’é-hoc’h da anaout traou-kuzet rouan̄télez ann én̄vou : hôgen né d-eo két rôed d’ézhô.
12. Râk piou-bennâg en deûz, é vézô rôed d’ézhan̄, hag é founnô : hôgen piou-bennâg n’en deûz két, é vézô lamed digan̄t-han̄ kémen̄d en deûz.
13. Dré-zé é komzann out-hô dré barabolennou ; râg ô wélout na wélon̄t két, hag ô klevout na glevon̄t két, ha na boellon̄t két.
14. Ha diougan Izaiaz a zô sévéned enn-hô, pa lavar : Sélaoui a réot gan̄d hô tiskouarn ha na glevot-két : selloud a réot gan̄d hô taoulagad, ha na wélot két.
15. Râk kaloun ar bobl-man̄ a zô pounnéréet, hag hô diskouarn a zô deût pounner-gleô, hag hô daou-lagad hô deûz serret : gan̄d aoun na zeûjé hô daou-lagad da wélout, hô diskouarn da glevout, hô c’haloun da boella, na gemjen̄d a vuez, ha na zeûenn d’hô iac’haat.
16. Hôgen hô taou-lagad-hu a zô euruz dré ma wélon̄t, hag hô tiskouarn dré ma klevon̄t.
17. Râg é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz kalz a Broféded hag a dûd-gwirion hô deûz hétet gwéloud ar péz a wélit, ha n’hô deûz két gwélet ; ha klevoud ar péz a glevit, ha n’hô deûz két klevet.
18. Klévit ’ta c’houi parabolen ann hader.
19. Piou-bennâg a glev gér ar rouan̄télez, ha na boell két, é teû ann drouk, hag é skrâp ar péz a zô bed hadet enn hé galoun : hen-nez eo a zô béd haded a-héd ann hen̄t.
20. Hôgen ann hini a zô béd haded enn eul léac’h meinek, hen-nez eo ann hini a zélaou ar gér, hag hen digémer kerkén̄t gan̄t laouénidigez.
21. Hôgen n’en deûz kéd a c’hrisien enn-han̄ hé-unan : ha n’éma néméd évid eunn amzer : ha pa zeû eunn en̄krez pé eunn heskin-bennâg enn abek d’ar gér, kerken̄t é kémer gwall skouér.
22. Ann hini a zô béd haded é-touez ann drein, hen-nez eo ann hini a zélaou ar gér ha préder ar béd-man̄ : ha touellérez ar madou a voug ar gér, hag hen laka da véza difrouez.
23. Hôgen ann hini a zô béd hadéd é douar mâd, hen-nez eo ann hini a sélaou ar gér, hag a boell, hag a zigas frouez, hag a rô lôd kan̄t kémen̄d all, lôd trî-ugent, lôd trégon̄t.
24. Eur barabolen all a ginnigaz d’ézhô, enn eul lavarout : Rouan̄télez ann én̄vou a zô hén̄vel oud eunn dén en deûz hadet hâd mâd enn hé bark.
25. Hôgen é-pâd é oa kousked ann dûd, é teûaz hé énébour, hag a hadaz draok é-touez ar gwiniz, hag az éaz-kuît.
26. Hôgen pa oé kresket ar iéot, ha deûed ô frouez, neûzé en em ziskouésaz ivé ann draok.
27. Hôgen mévellou ar penn-ti a iéaz d’hé gavout, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, ha n’éc’h eûs-té kéd hadet hâd mâd enn da bark ? Pénaoz éta éz eûz draok enn-han̄ ?
28. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Eunn dén hag a zô énébour d’in eo en deûz gréad ann dra-zé. Hôgen hé vévellou a lavaraz d’ézhan̄ : Ha té a fell d’id éz ajemp d’hé gutuḻa ?
29. Hag hén̄ a lavaraz : Nann ; gan̄d aoun ô kutuḻa ann draok, na zic’hrisienfac’h ar gwiniz gan̄t-han̄.
30. List-hô hô-daou da griski bétég ar médérez, hag enn amzer ar médérez é livirinn d’ar védérien : Kutuḻid da gen̄ta ann draok hag éreit-hén̄ a hordennou évid hô zevi ; hôgen dastumid ar gwiniz em solier.
31. Eur barabolen all a ginnigaz d’ézhô enn eul lavarout : Rouan̄télez ann én̄vou a zô hén̄vel oud eur c’hreûnen sézô, péhini a zô kéméret gan̄d eunn dén hag a hâd anézhi enn hé bark.
32. Hé-man̄ a zô évit-gwîr ar bihana euz ann holl hadou : hôgen pa eo kresket, éz eo brasoc’h éged ann holl louzou, hag é teû da véza eur wézen, enn hévélep doaré ma teû laboused ann én̄v, ha ma neision̄t enn hé skourrou.
33. Eur barabolen all a lavaraz d’ézhô : Rouan̄télez ann én̄vou a zô hén̄vel oud ar goell a gémer eur vaouez évid hé guza é trî feûr bleûd, bété ma teûi holl da c’hôi.
34. Jézuz a lavaraz kémen̄t-sé d’ar bobl gan̄t parabolennou : ha na gomzé kéd out-han̄ hép parabolen,
35. Évit ma vije sévénet ar péz a oa bét diouganet gan̄d ar profed ô lavarout : Digeri a rinn va génou gan̄t parabolennou ; diskleria a rinn traou kuzet abaoé ma eo kroued ar béd.
36. Neûzé Jézuz, ô véza kaset-kuît ar bobl, a zeûaz enn tî ; hag hé ziskibled ô-tôstaad out-han̄ a lavaraz : Displég d’é-omp parabolen draog ar park.
37. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz dézhô : Néb a hâd ann hâd mâd, eo Mâb ann dén.
38. Hôgen ar park, eo ar béd. Ann hâd mâd, eo bugalé ar rouan̄télez. Hag ann draok, eo ar vugalé drouk.
39. Hôgen ann énébour en deûz hé hadet, eo ann diaoul : ar médérez, eo ann divez eûz ar béd ; hag ar védérien, eo ann éled.
40. Ével éta ma kutuḻeur ann draok, ha ma teveur anézhan̄ enn tân, ével-sé é c’hoarvézô é divez ar béd.
41. Mâb ann dén a gasô hé éled, péré a lakai er-méaz eûz hé rouan̄télez ann holl wall-skouériou, hag ar ré a ra drouk :
42. Hag é kasin̄d anézhô enn eur fourn dân. Énô é vézô gwélvan, ha skriñ den̄t.
43. Neûzé ann dûd gwirion a lugernô ével ann héol é rouan̄télez hô Zâd. Ra zélaouô néb en deûz diskouarn da glevout.
44. Rouan̄télez ann én̄vou a zô hénvel oud eunn ten̄zor kuzed enn eur park : hag ann dén a gâv anézhan̄, hen kûz, ha gan̄d al lévénez en deûz, éz a da werza kémen̄d en deûz hag é prén ar park-zé.
45. Rouan̄télez ann én̄vou a zô c’hoaz hén̄vel oud eur marc’hadour, péhini a glask perlez mâd.
46. Hôgen goudé m’en doé kaved eur berlezen talvouduz, éz éaz da werza kémen̄d en doa, hag hé frénaz.
47. Rouan̄télez ann én̄vou a zô c’hoaz hén̄vel oud eur zeûlen taoled er môr, hag a zastum pésked a bép rumm.
48. Ha pa eo leûn, é tenneur anézhi war ann aod, ha goudé béza azézet, é lékéeur ar ré vâd enn eul léstr, hag é taoleur ar ré fall er-méaz.
49. Ével-sé é c’hoarvézô enn divez eûz ar béd : ann éled a zeui, hag a rannô ar ré zroug eûz a-zouez ar ré c’hlân.
50. Hag é kasin̄d anézhô enn eur fourn dân. Énô é vézô gwélvan, ha skriñ den̄t.
51. Ha poellet mâd eo kémen̄t-ma gan-é-hoc’h ? Hag é leverjon̄t d’ézhan̄ : Ia, Aotrou.
52. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Dré-zé kémen̄t Skrib a zô gwiziek er péz a zell ouc’h rouan̄lélez ann en̄vou, a zô hén̄vel oud eur penn-ti, péhini a denn eûz hé denzor traou nevez ha traou kôz.
53. Ha goudé m’en doé Jézuz peûr-lavared ar parabolennou-zé, éz éaz-kuîd ac’hanô.
54. Hag ô véza deûet enn hé vrô, é teské anézhô enn hô sinagogou, enn hévélep doaré ma oan̄t souezet, ha ma lavaren̄t : A béléac’h eo deûed da hé-man̄ ar furnez-zé, ha kémen̄d a c’halloud ?
55. Ha né d-ef-hén̄ két mâb eur c’halvez ? Ha na c’halveur kéd hé vamm Mari, hag hé vreûdeûr Jakez, ha Jozef, ha Simon, ha Judaz ?
56. Hag hé c’hoarézed, ha n’émin̄d-hî kéd holl enn hon touez ? A béléac’h éta é teû ann holl draou-zé gan̄d hé-man̄ ?
57. Hag é kaven̄t tamall enn-han̄. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô : Eur Profed né d-eo kéd héb hanô mâd, néméd enn hé vrô, hag enn hé dî.
58. Ha na réaz kéd énô kalz a vurzudou, enn abek d’hô digrédoni.
1. Enn amzer-zé Hérodez ann tétrark a glevaz hanô eûz ar péz a réa Jézuz.
2. Hag a lavaraz d’hé wazed : Iann Vadézour eo hen-nez : distrôed eo a varô da véô, ha dré-zé eo é ra kémen̄d a vurzudou.
3. Râg Hérodez en doa lékéat kémérout Iann, hag hé staga : hag é réaz hé lakaad er vâc’h dré ’n abeg da Hérodiaz grég hé vreûr.
4. Râk Iann a lavaré dézhan̄ : Né kéd aotréed d’îd hé c’haout.
5. Hag en doa c’hoan̄t d’hé lakaad da vervel ; hôgen aoun en doa râg ar bobl, dré m’az oa kéméret gan̄t-hô évid eur profed.
6. Hôgen da zeiz ganédigez Hérodez, merc’h Hérodiaz a zan̄saz dirâg ann dûd, hag é plijaz da Hérodez.
7. Évit-sé é rôaz hé c’hér d’ézhi gan̄t lé pénaoz é rôjé d’ézhi kémen̄d a c’houlenjé digan̄t-han̄.
8. Hag hî, goudé béza bét kélenned a-raog gan̄d hé mamm : Rô d’in bréma, emé-z-hî, penn Iann Vadézour enn eunn disk.
9. Hag ar roué a oé glac’haret gan̄t kémen̄t-sé : koulskoudé dré ’n abek d’hé lé, ha d’ar ré a ioa azézet gan̄t-han̄ ouc’h taol, é c’hourc’hémennaz hé rei d’ézhi.
10. Hag é kasaz da zibenna Iann er vâc’h.
11. Hag hé benn a oé digased enn eunn disk, ha rôed d’ar plac’h-iaouan̄k, péhini hé gasaz d’hé mamm.
12. Hag hé ziskibled a zeûaz, hag a géméraz hé gorf, hag é lienjon̄d anézhan̄ ; hag éz éjon̄d da lavarout kémen̄t-sé da Jézuz.
13. Pa glevaz Jézuz kémen̄t sé, é tec’haz ac’hanô enn eur vag, hag en em dennaz a dû enn eul léac’h distrô : ha pa glevaz ar bobl ann dra-zé, é heûliaz anézhan̄ war droad eûz ar c’heriou.
14. Ha pa’z éa-kuît Jézuz, é wélaz eul lôd brâz a dûd ; hag en doé truez out-hô, hag é iac’héaz hô c’hlan̄vourien.
15. Hôgen ar pardaez ô véza deûet, hé ziskibled a zeûaz d’hé gavout, hag a lavaraz d’ézhan̄ : al léac’h-man̄ a zô distrô, hag ann heur a ia é-biou. Kas-kuîd ar bobl, évit ma’z ain̄t er bourc’hiou, ha ma prénin̄t boéd évit-hô.
16. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô : Né két réd éz afen̄d dî ; rôit c’houi da zibri d’ézhô.
17. Lavaroud a réjon̄d d’ézhan̄ : N’hon eûz aman̄ némét pemp tors vara, ha daou bésk.
18. Hag hén a lavaraz d’ézhô : Digasit-hô aman̄ d’in.
19. Ha goudé béza gourc’héménned d’ar bobl azéza war ar géot, é kémeraz ar bemp dors vara, hag ann daou bésk ; hag ô véza saved hé zaou-lagad étrézég ann én̄v, é vinnigaz anezhô, hô zorraz, hag é rôaz ann torsiou bara d’ho ziskibled, péré hô rôaz d’ar bobl.
20. Hag é tebrjon̄d holl, hag hô doé a-walc’h. Hag é kaschon̄t gan̄t-hô daouzék paner leûn gan̄d ann tammou a oa choumed enn hô dilerc’h.
21. Hôgen euz ar ré a zebraz éz oa ann niver eûz a bemp mil dén, némed ar gragez hag ar vugalé.
22. Ha kerken̄t Jézuz a rédiaz hé ziskibled da biña er vâg, ha da von̄d enn hé raog enn tu all d’al lagen, é-pâd ma kasché-kuîd ar bobl.
23. Ha goudé béza kaset-kuîd ar bobl, é piñaz war eur ménez hé-unan evit pedi. Hôgen ar pardaez ô véza deûed, édo énô hé-unan.
24. Hôgen ar vâg a ioa hejet gan̄d ar c’hoummou é-kreiz ar môr : hâg ann avel a ioa énep.
25. Hôgen d’ar pévaré dihun eûz ann nôz, é teûaz d’hô c’havout ô kerzoud war ar môr.
26. Ha pa weljon̄d anézhan̄ ô kerzoud war ar môr, é saouzanjon̄d, hag é léverjon̄t : Eunn teûz eo. Hag é c’harmchon̄t gan̄d aoun.
27. Ha kerken̄t Jézuz a gomzaz out-hô, enn eul lavarout : Hô pézet fisian̄s : mé eo, n’hô pézet kéd a aoun.
28. Hôgen Per a respoun̄taz d’ézhan̄ ô lavarout : Aotrou, mar d-eo té, kémenn d’in mon̄d d’az kavout war ann doureier.
29. Hag hén̄ a lavaraz : Deûz. Ha Per ô tiskenna eûz ar vâg, a gerzé war ann dour évit mon̄d da gavout Jézuz.
30. Hôgen pa wélaz eunn avel gré, en doé aoun : hag ével ma téraoué gwélédi, é c’harmaz ô lavarout : Aotrou, savéta ac’hanoun.
31. Ha râk-tâl Jézuz oc’h astenna hé zourn, a grogaz enn-han̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Dén a nébeûd a feiz, pérâg éc’h eûz-té diskrédet ?
32. Ha pa oen̄t piñed er vâg, ann avel a baouézaz.
33. Hôgen ar ré a ioa er vâg a dôstaaz, hag a azeûlaz anézhan̄, ô lavarout : Évit-gwîr Mâb Doué oud.
34. Ha goudé m’hô doa treûzed al lagen, é teûjon̄t é douar Jénésar.
35. Ha pa zeuaz tûd al léac’h-zé d’hé anaout, é kaschon̄t dré ann holl vrô, hag é tigaschon̄d dézhan̄ ann holl dûd klân̄.
36. Hag é péden̄t anézhan̄ d’hô lézel da steki héb-kén out penn-pil hé zaé. Ha kémen̄d hini a stokaz out-han, a oé iac’héet.
1. Neûzé Skribed ha Farizianed a zeûaz d’hé gavoud eûz a Jéruzalem, hag a lavaraz d’ézhan̄ :
2. Pérâk da ziskibled a drémen-hi dreist kéménnadurézou a-c’hénou ar ré-gôz ? Râk na walc’hon̄t kéd hô daouarn pa zebron̄t bara.
3. Hôgen hén̄ a respoun̄taz d’ézhô ô lavarout : Pérâk c’houi é tréménit-hu dreist gourc’hémenn Doué évid hô kéménnadurézou a-c’hénou ? Râk Doué en deûz lavaret :
4. Énor da dâd ha da vamm ; hag ivé : Piou-bennâg a zrouk-pédô gan̄d hé dâd pé gan̄d hé vamm a dlé béza lékéad d’ar marô.
5. Hôgen c’houi a lavar : Piou-bennâg en dévézô lavared d’hé dâd, pé d’hé vamm : Pép rô a zeûi ac’hanoun, ra vézô talvoudek d’îd,
6. Ha na énorô kéd hé dâd pé hé vamm : hag ével-sé hoc’h eûz lékéad da véza didalvez gourc’hémenn Doué évid hô kéménnadurézou a-c’hénou.
7. Pilpouzed, diouganet mâd en deûz diwar hô penn Izaiaz, ô lavarout :
6. Ar bobl-zé a énor ac’hanoun a-c’hénou : hôgen hô c’haloun a zô pell diouz-in.
9. Hôgen enn-aner eo éc’h énoron̄t ac’hanoun, ô teski lézennou ha gourc’hémennou ann dûd.
10. Hag ô véza strolled ar bobl enn-drô d’ézhan̄, é lavaraz dézhô : Klevit, ha poellit.
11. Né kéd ar péz a ia er génou a zaotr ann dén : hôgen ar péz a zeû er-méaz eûz hé c’hénou eo a zaotr ann dén.
12. Neûzé hé ziskibled a dôstaaz out-han̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ha té a oar pénaoz ar Farizianed ô klevoud ar péz éc’h euz lavaret hô deûz kaved abek.
13. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Kémen̄t plan̄ten ha na vézô két bét plan̄tet gan̄t va Zâd péhini a zô enn én̄v, a vézô dic’hriziennet.
14. List-hô : tûd dall in̄t hag a gâs tûd dall. Hôgen mar teû eunn dén dall da gâs eunn dén dall, é kouézon̄d hô daou er poull.
15. Hôgen Per a respoun̄taz d’ézhan̄ ô lavarout : Displég d’é-omp ar barabolen-zé.
16. Ha Jézuz a lavaraz : Ha béz’ émoc’h-hu c’hoaz hép poell ?
17. Ha na boellit-hu két, pénaoz kémen̄d a ia er génou, a ziskenn er c’hôf, hag a véz taoled é léac’h distrô ?
18. Hôgen ar péz a ia euz ar génou, a zeû eûz ar galoun ; hag ann dra-zé eo a zaotr ann dén :
19. Râg eûz ar galoun eo é teû ar goall vénosiou, al lazéresiou, ann avoultriésiou, ar gadelésiou, al laéron̄siou, ar fals testeniou, ann touadellou.
20. Ann traou-zé eo a zaotr ann dén. Hôgen debri héb béza gwalc’hed hé zaouarn na zaotr kéd ann dén.
21. Ha Jézuz ô véza éad ac’hanô, en em dennaz étré Tîr ha Sidon.
22. Chétu eur c’hrég eûz a Ganaan hag a zeûé euz ar vrô-zé en em lekéaz da c’harmi, ha da lavaroud d’ézhan̄ : Aotrou, Mab David, az péz truez ouz-in : va merc’h a zô gwall en̄krézet gan̄d ann diaoul.
23. Hôgen na lavaraz kéd eûr gér d’ézhi. Hag hé ziskibled ô tôstaad out-han̄ hé bédé enn eul lavarout : Kâs-hi-kuît ; râk garmi a ra war hon lerc’h.
21. Hag hén̄ a respoun̄taz hag é lavaraz : N’ounn bét kaset néméd étrézég ann dénved kollet eûz a dî Israel.
25. Hôgen hî a zeûaz, hag a azeûlaz anézhan̄, ô lavarout : Aotrou, kennerz ac’hanoun.
26. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz : Né két mâd kémérout bara ar vugalé, hag hé rei d’ar chas.
27. Hag hî a lavaraz : Gwîr eo, Aotrou : hôgen ar chas bihan a zebr ar bruzun a gouéz eûz a daol hô mistri.
28. Neûzé Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhi : Grég, da feiz a zô brâz : ra vézô gréad d’id ével ma c’hoan̄téez. Hag hé merc’h a oé iac’héet war ann heur.
29. Ha Jézuz ô véza éad ac’hanô, a zeûaz a-héd môr Galiléa : hag ô véza piñet war eur ménez, éc’h azézaz énô.
30. Hag é tôstaaz out-han̄ eul lôd brâz a dud, péré hô doa gan̄t-hô muded, dalled, kammed, tad wân, ha kalz ré all : hag é lékéjon̄d anézhô oud hé dreid, hag hén̄ hô iac’héaz.
31. Enn hévélep doaré ma oé souézed ann dûd pa wéljon̄d ar vuded ô komza, ar c’hammed ô kerzout, ann dalled ô wélout : hag é veûlen̄t Doué Israel.
32. Hôgen Jézuz ô véza galvet hé ziskibled a lavaraz : Truez em eûz oud ar bobl-zé, râk trî deiz zô é choumon̄t gan̄-én̄, ha n’hô deûz nétra da zibri : ha na fell kéd d’in hô c’hâs-kuît war-iûn, gan̄d aoun na faten̄t enn hen̄t.
33. Hag hé ziskibled a lavaraz d’ézhan̄ : Pénaoz é hellimp-ni kavoud el léac’h distrô-man̄ awalc’h a vara évit rei hô gwalc’h da gémen̄d a dûd ?
34. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Ped bara hoc’h-eûs-hu ? Hag hî a lavaraz : Seiz, hag eunn nébeûd peskédigou.
35. Hag hén a c’hourc’hémennaz d’ar bobl azéza war ann douar.
36. Hag ô kémêroud ar seiz bara, hag ar pesked, goudé béza gréad hé béden drugarez, é torraz anézhô, hô rôaz d’hé ziskibled, hag hé ziskibled hô rôaz d’ar bobl.
37. Hag é tebrjon̄d holl, hag hô doé a-walc’h. Hag e kaschon̄t seiz kést leûn gan̄d ann tammou a ioa choumed enn hô dilerc’h.
38. Hôgen eûz ar ré hô doa debret éz oa pevar mil dén, hép nivéri ar vugaligou hag ar gragez.
39. Ha goudé béza kaset-kuîd ar bobl, Jézuz a biñaz enn eur vag, hag é teûaz war harzou Majédan.
l. Ha neuzé ar Farizianed hag ar Saduséed a dôstaaz out-han̄ évid hé dempti : pédi a réjon̄d anézhan̄ da ziskouéza d’ézhô eunn arwéz-bennâg enn én̄v.
2. Hôgen hén̄ a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhô : Pa eo deûed ann abardaez é livirit : Kaer é vézô ann amzer, râg ann oabl a zô rûz.
3. Ha diouc’h ar min̄tin : Arné a vézô hiriô, râg ann oabl a zô tén̄val ha dem-ruz.
4. Gouzoud a rid éta anaoud doaré ann oabl : hôgen na hellit kéd anaoud arwésiou ann amzériou ? Ar wenn droug hag avoultr-man̄ a glask eunn arwéz ; ha na vézô rôed dezhi néméd arwéz ar profed Jonaz. Hag ô véza hô lézet, éz éaz kuît.
5. Ha pa oé deûed hé ziskibled enn tû all d’al lagen, hô doa an̄kounac’héet kâs bara gan̄t-hô.
6. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Likid évez, hag en em ziwallid oud goell ar Farizianed hag ar Saduséed.
7. Hôgen hî a venné hag a lavaré enn-hô hô-unan : Dré n’hon eûz két kéméred a vara eo.
8. Hôgen Jézuz oc’h anaout kémen̄t-sé, a lavaraz : Tûd a nébeûd a feiz, pérâg é vennit-hu étré-z-hoc’h dré n’hoc’h eûz két kéméred a vara ?
9. Ha na boellït-hu két, ha na gounit-hu két pénaoz pemp bara a zô bét a-walc’h évit pemp mil dén, ha péd panérad hoc’h eûs kaset gan-é-hoc’h ?
10. Ha pénaoz seiz bara a zô bét a-walc’h évit pévar mil dén, ha péd késtad hoc’h eûz kaset gan-é-hoc’h ?
11. Pérâg na boellit-hu két, pénaoz n’am eûz két komzed a vara d’é-hoc’h, pa’m eûz lavaret : En em ziwallid out goell ar Farizianed hag ar Saduséed ?
12. Neûzé é poeljon̄t pénaoz n’en doa két lavaret en em ziwalloud out goell ar bara, hôgen out kréden ar Farizianed hag ar Saduséed.
13. Hôgen Jézuz a zeuaz war-drô Kézaréa-Filip : hag é komzé oud hé ziskibled, ô lavarout : Pétrâ a lavar ann dûd ef-hén̄ Mâb ann dén ?
14. Hag hî a lavaraz : Lôd a lavar eo Iann Vadézour, lôd all Éliaz, ha lôd all Jérémias, pé unan eûz ar broféded.
15. Jézuz a lavaraz d’ézhô : Ha c’houi, piou é livirit-hu ounn-mé ?
16. Simon Per a respoun̄taz hag a lavaraz : Te eo ar C’hrist, Mâb ann Doué béô.
17. Hogen Jézuz a respoun̄taz d’ézhan̄, hag a lavaraz : Gwenvidig oud, Simon Mâb Iann : râk né kéd ar c’hik hag ar goâd hô deûz disrévelled ann dra-man̄ d’îd, hôgen va Zâd, péhini a zô enn én̄vou.
18. Ha mé a lavar d’îd, pénaoz oud Per, ha war ar méan-zé é savinn va iliz, ha dôriou ann ifern na drec’hin̄t kéd anézhi.
19. Hag é roinn d’id alc’houésiou rouan̄télez ann én̄vou ; ha kémen̄t-bennâg a éréi war ann douar, a vézo ivé éréed enn én̄vou : ha kémen̄t- bennâg a ziéréi war ann douar, a vézô ivé diéréed enn én̄vou.
20. Neûzé é c’hourc’hémennaz d’hé ziskibled na lavarjen̄d da zén pénaoz é oa hén̄ Jézuz-Krist.
21. A-neûzé é téraouaz Jézuz diskouéza d’hé ziskibled pénaoz e oa réd d’ézhan̄ mon̄d da Jéruzalem, ha gouzan̄vi kalz a berz ann Hénaoured, hag ar Skribed, hag ar pennou eûz ar véleien, béza lazet, ha distrei da véô ann trédé deiz.
22. Ha Per oc’h hé géméroud a dû, a zéraouaz hé grôza ô lavarout : Aotrou, Doué ra virô ! Na c’hoarvézô két kémen̄t-sé gan-éz.
23. Hag hén̄ a zistroaz hag a lavaraz da Ber : Pella diouz-in, Satan, gwall-skouér oud d’in, ô véza na gavez két mâd ar péz a zeû digan̄d Doué, hôgen ar péz a zeû digan̄d ann dûd.
24. Neûzé Jézuz a lavaraz d’hé ziskibled : Mar fell da unan-bennâg don̄t war va lerc’h, ra rai dilez anézhan̄ hé-unan, ha ra zougô hé groaz, ha ra heûliô ac’hanoun.
25. Râk piou-bennâg a fellô d’ézhan̄ savétei hé vuez, hé c’hollô : ha piou-bennâg a gollô hé vuez enn abek d’in, hé c’havô.
26. Râk pé dâl d’ann dén gounid ar béd holl, ha kolla hé éné ? Pé pétrâ a rôi ann dén enn eskemm évid hé éné ?
27. Râk Mâb ann dén a zeûi é gloar hé Dâd gan̄d hé Éled : ha neûzé é tistaolô da bép-unan hervez hé ôbériou.
28. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, béz’ éz eûz hiniennou é-touez ar ré a zô aman̄, ha na c’houzanvin̄t kéd ar marô, kén n’hô dévézô gwélet Mâb ann dén ô ton̄d enn hé rouan̄télez.
1. Ha c’houéac’h dervez goudé, Jézuz a géméraz gan̄than̄ Per, ha Jakez, ha Iann hé vreûr, hag hô c’hasaz a dû war eur ménez huel.
2. Hag é kemmaz a zoaré dira-z-hô. Hé zremm a luc’haz ével ann héol : hag hé ziḻad a zeûaz gwenn ével ann erc’h.
3. Ha chétu é wéljon̄t Moizez hag Éliaz péré a gomzé gan̄t-han.
4. Hôgen Per a lavaraz da Jézuz : Aotrou, mâd é vé d’é-omp choum aman̄ : mar fell d’îd, é raimb aman̄ trî zelt, unan évid-od, unan évit Moizez, hag unan évid Éliaz.
5. Pa gomzé c’hoaz, chétu eur goabren c’houlaouek a dévalaaz anézhô. Ha chétu eur vouéz a zeûaz eûz ar goabren, hag a lavaraz : Héman̄ eo va Mâb kér, é péhini em euz lékéat va holl garan̄tez : sélaouit-hén̄.
6. Hag ann diskibled ô véza klevet kémen̄t-sé en em daolaz war hô génou, hag hô dévoé aoun vrâz.
7. Ha Jézuz a dôstaaz, hag a stokaz out-hô ; hag é lavaraz d’ézhô : Savit, ha n’hô pézet kéd a aoun.
8. Hôgen pa zafchon̄d hô daoulagad, na wéljon̄t mui némét Jézuz.
9. Ha pa ziskenjon̄d eûz ar ménez, Jézuz a réaz d’ézhô ar gourc’hémenn-man̄, ô lavarout : Na livirid da zén ar péz hoc’h eûz gwélet, kén oa vézô savet Mâb ann dén eûz a douez ar ré varô.
10. Hag hé ziskibled a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg éta é lavar ar Skribed pénaoz Éliaz a dlé don̄d a-raok ?
11. Ha Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Ia, Éliaz a dlé don̄t, hag é lakai pép trâ er stâd ken̄ta.
12. Hôgen hé lavaroud a rann d’é-hoc’h, pénaoz Éliaz a zô deûet abars bréma, ha n’hô deûz kéd hé anavézet, hôgen gréad hô deûz enn hé gén̄ver ével m’hô deûz karet ober. Ével-se eo é gwall-gasin̄t Mâb ann dén.
13. Neûzé hé ziskibled a boellaz pénaoz eûz a Iann Vadézour oa en doa komzed out-hô.
14. Ha pa oé deûed étrézég ar bobl, é tôstaaz out-han̄ eunn dén péhini en em daolaz d’ann daoulin dira-z-han̄ ô lavarout : Aotrou, as péz truez out va mâb, péhini a zô loarek, ha gwall en̄krézet : râg aliez é kouéz enn tân, hag aliez enn dour.
15. Hé zigaset em eûz d’az diskibled, hi n’hô deûz két gelled hé iac’haat.
16. Hôgen Jézuz a respoun̄taz hag a lararaz : Gwenn diskrédik ha fallakr, pé vété keit é vézinn-mé gan-é-hoc’h ? Pé vété keit é c’houzanvinn-mé ac’hanoc’h ? Digasîd ar bugel aman̄ d’in.
17. Ha Jézuz a c’hourdrouzaz ann diaoul, hag éz éaz er-méaz anézhan̄, hag ar bugel a oé iac’héet war ann heur.
18. Neûzé ann diskibled a zeûaz da gavout Jézuz a dû, hag é léverjon̄d d’ézhan̄ : Pérâg n’hon eûz-nî két gellet hé gâs-kuît ?
19. Jézuz a lavaraz d’ézhô : Dré ann abek d’hô tigrédoni. Râg é gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, mar hô pé feiz ével eur greûnen zezô, é lavarfac’h, d’ar ménez-zé : Kéa ac’hann dî, hag éz afé, ha nétrâ na vijé dic’halluz évid hoc’h.
20. Hôgen ar wenn-zé na véz kaset-kuît német gan̄d ar béden, ha gan̄d ar iûn.
21. Hôgen pa oen̄d distrôed é Galiléa, Jézuz a lavaraz d’ézhô : Mâb ann dén a dlé béza lékéad étré daouarn ann dûd.
22. Hag é lazin̄d anézhan̄, hag ann trédé deiz é savô a varô da véô. Hag en em c’hlac’hari a réjon̄t meûrbéd.
23. Ha pa oen̄d deûd é Kafarnaom, ar ré a zavé ar gwiriou a dôstaaz out Per, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Hô mestr ha na baé-hén̄ kéd ar gwiriou ?
24. Hag hén̄ a lavaraz : Ia. Ha pa oé éad enn tî, Jézuz a ziarbennaz anézhan̄ ô lavarout : Pétrâ a vennez-dé, Simon ? Digan̄t piou é kémer rouéed ann douar ar gwiriou pé ann tellou ? Digan̄d hô bugalé hô-unan, pé digan̄d ann diavésidi ?
25. Hag hén̄ a lavaraz : Digan̄d ann diavésidi. Jézuz a lavaraz dézhan̄ : Ar vugalé ’ta a zô kuît d’hô faéa.
26. Hôgen évit na rôimp kéd a wall skouér d’ézhô, kéa d’ar môr, ha taol eunn higen ; hag ar c’hen̄ta pésk a vézô saved eûz ann dour, kémer-hén : hag ô tigeri hé c’hénou, é kavi eur péz-arc’han̄t ; kémer-hén̄, ha rô-hén̄ d’ézhô évid-oun, hag évid-oud.
1. Enn heur-ze ann diskibled a dôstaaz oûc’h Jézuz, hag a lavaraz : Piou, war da vénoz, eo ar brasa é rouan̄télez ann én̄vou ?
2. Ha Jézuz a c’halvaz eur bugel bihan, hag hen lékéaz enn hô c’hreiz.
3. Hag é lavaraz : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz ma na zistrôit két, ha ma na zeûit két hével out bugalé vihan, n’az éot kéd é rouan̄télez ann én̄vou.
4. Piou-bennâg éta en em izélai ével ar bugel-zé, hen-nez eo a vézô ar brasa é rouan̄télez ann én̄vou.
5. Ha piou-bennâg a zigémer em hanô eur bugel bihan ével-sé, am digémer-mé.
6. Hôgen piou-bennâg a rôi gwall skouér da unan eûz ar vugaligou-zé péré a gréd enn-oun, gwelloc’h é vé d’ézhan̄ é vé staget ouc’h hé c’houzoûg eur méan milin hag é vé taoled é gwéled ar mor.
7. Gwa d’ar béd dré ann abek d’ar gwall skouériou. Râk réd eo é teûfé gwall skouériou : hôgen koulskoudé gwa d’ann dén eûz a béhini é teû ar gwall skôuér.
8. Hôgen ma rô da zourn, pé da droad gwall skouér d’îd, trouc’h-hén̄, ha taol hén̄ pell diouz-id. Gwell eo d’îd mon̄d er vuez moñ pé gamm, égét kaoud da zaou zourn pé da zaou droad ha béza taolet enn tân peûrbaduz.
9. Ha ma rô da lagad gwall skouér d’îd, diframm-hén̄, ha taol-hén̄ pell diouz-id. Gwell eo d’îd mon̄d er vuez born, égét kaoud da zaoulagad ha béza taolet é tân ann ifern.
10. Likid évez na zisprizfac’h nikun eûz ar vugaligou-man̄ : râk hel lavaroud a rann d’é-hoc’h, pénaoz hô élez enn én̄vou a wél bépréd dremm va Zâd, péhini a zô enn én̄vou.
11. Râk Mâb ann dén a zô deûed da zavétei ar péz a ioa kollet.
12. Pétrâ a vennit-hu ? Mar en défé eunn dén̄ kan̄t dan̄vad, hag é teûfé unan anézhô da véza dian̄ket, ha na lezfé kéd ann naon̄ték ha pevar-ugen̄d all war ar ménésiou, évid mon̄d da glask ann hini a vé dian̄ket ?
13. Ha ma c’hoarvez é kavché anézhan̄ : É-gwirionnez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz é laouéna mui diwar-benn hé-man̄ égéd diwar-benn ann naon̄ték ha pevar-ugen̄t ha na oan̄t két béd dian̄ket.
14. Ével-sé hô Tâd, péhini a zô enn én̄vou na fell kéd d’ézhan̄ é vé kolled unan eûz ar vugaligou-man̄.
15. Hôgen mar en deûz péc’hed da vreûr enn da énep, kéa, ha tamall anézhan̄ étré té hag hén̄ hé-unan. Mar selaou ac’hanod, ez pézô gounézed da vreûr.
16. Hôgen ma na zélaou kéd ac’hanod, kémer c’hoaz gan-éz eunn dén pé zaou, évit ma vézô krétéet pép gér dré c’hénou daou pé dri dést.
17. Ha ma na zélaou kéd anézhô, lavar d’ann Iliz. Hôgen ma na zélaou kéd ann Iliz, bézet évid-od ével eur pagan hag eur publikan.
18. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, kémen̄t-bennâg a éréot war ann douar, a vézô ivé éréed enn én̄v : ha kémen̄t-bennâg a ziéréot war ann douar, a vézô ivé diéréed enn én̄v.
19. Lavaroud a rann c’hoaz d’é-hoc’h, pénaoz mar en em laka daou ac’hanoc’h kévret war ann douar, pétrâ-bennâg a c’houlennin̄t a vézô roed d’ézhô gan̄t va Zâd, péhini a zô enn én̄vou.
20. Râk el léac’h ma’z euz daou pé trî dén strolled em hanô, en em gavann énô enn hô c’hreiz.
21 Neûzé Per a dôstaaz out-han̄, hag a lavaraz : Aotrou, pét gwéach é tistaolinn d’am breûr pa en dévézô péc’het em énep ? Bété seiz gwéach ?
22. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Na lavarann kéd d’id bété seiz gwéach ; hôgen bété dék ha tri-ugen̄t gwéach seiz gwéach.
23. Dré-zé rouan̄télez ann én̄vou a zô hévélébékéed oud eunn dén roué, péhini a fellaz d’ézhan̄ lakaad hé dûd da zaskori koun̄t d’ézhan̄.
24. Ha pa en dévoé déraouet ôber hé goun̄t, é oé kased d’ézhan̄ unan péhini a dlié d’ézhan̄ dék mil talan̄t.
25. Hôgen ével n’en doa két péadrâ da zisteûrel, hé aotrou a rôaz urz d’hé werza hén̄, hé c’hrég, hé vugalé, ha kémen̄d en doa, évit paéa hé zlé.
26. Hôgen ann dén-zé oc’h en em strin̄ka d’hé dreid, a bédé anézhan̄, ô lavarout : Rô amzer d’in hag é tistaolinn d’îd va holl zlé.
27. Hôgén aotrou ar goâz-zé en doé truez out-han̄, hen laoskaz da von̄t, hag a zistaolaz d’ézhan̄ hé zlé.
28. Hôgen ar goâz-zé ô véza éat-kuît, a gavaz unan eûz hé genvreûdeûr, péhini a dlié d’ézhan̄ kan̄t diner : hag ô kregi enn-han̄ é tagé anézhan̄, ô lavarout : Distaol ar péz a dléet d’în.
29. Hag hé gen-vreûr, oc’h en em strin̄ka d’hé dreid, a bédé anézhan̄, ô lavarout : Rô amzer d’in, hag é tistaolinn d’îd va holl zlé.
30. Hôgen hén̄ na fellaz kéd d’ézhan̄ : hag éz éaz-kuît, hag é réaz hé lakaad er vâc’h, bété ma tistaoljé d’ézhan̄ ar péz a dlié.
31. Hé gen-vreûdeûr ô wéloud ar pez en doa gréat, a oé glac’haret brâz : hag é teûjon̄d da zanévella d’hô aotrou kemend a ioa c’hoarvézet.
32. Neûzé hé aotrou a c’halvaz anézhan̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Goaz drouk, distaoled em eûz d’id kémen̄d a dliez d’in, dré ma éc’h eûz va fédet.
33. Ha na dliez-dé két kaout truez oud da gen-vreûr, ével ma em eûz bét truez ouz-id ?
34. Hag hé aotrou ô vuanékaat a réaz hé en̄krézi, kén na oé paéet kémen̄d a dlié.
35. Ével-sé é rai d’é-hoc’h va Zâd péhini a zô enn én̄v, ma na zistaol pép hini ac’hanoc’h d’hé vreûr hé wallou a greiz kaloun.
1. Ha pa en dévoé Jézuz peûr-lavared ar prézégennou-zé, éz éaz-kuîd eûz a C’haliléa, hag é teûaz war harzou Judéa, enn tû all d’ar Jourdan.
2. Ha kalz a bobl a iéaz war hé lerc’h, hag é iac’héaz anézhô énô.
3. Ha Farizianed a zeûaz d’hé gavoud évid hé dempti, hag é léverjon̄d d’ézhan̄ : Hag aotréed eo da eunn ozac’h kuitaat hé c’hrég dré eunn abek bennâg ?
4. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaaraz d’ézhô : Ha n’hoc’h eûs-hu két lennet pénaoz ann hini en deûz gréad ann dén adaleg ann derou, en deûz hô gréat pâr ha parez ? Hag en deûz lavaret :
5. Dré-zé ann ozac’h a zilezô hé dâd hag hé vamm, hag en em stagô oud hé c’hrég : hag é vézin̄t daou enn eur c’hîk hép-kén.
6. Ével-sé néd-in̄t mui daou, hôgen eur c’hîk hép-kén. Arabad eo eta d’ann dén ranna ar péz a zô bét frammet gan̄d Doué.
7. Hî a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg éta Moizez en deuz-hén̄ gourc’hémennet rei d’ar c’hrég eur skrid-rann, hag hé c’hâs-kuît ?
8. Hén̄ a lavaraz d’ézhô : Moizez ô wélout kaléder hô kaloun a gavaz-mâd é kaséc’h-kuîd hô kragez ; hôgen enn derou ann dra-zé né oa kéd ével-sé.
9. Râk hel lavaroud a rann d’é-hoc’h, pénaoz piou-bennâg a gasô-kuîd hé c’hreg, néméd avoultr é vé hî, hag a zimézô gan̄d eunn all, a gouézô enn avoultriez : ha néb a zimézô gan̄d eur c’hreg kazet-kuît gan̄d eunn all, a gouézô ivé enn avoultriez.
10. Hé ziskibled a lavaraz d’ézhan̄ : Mar d-eo ével-sé doaré eunn ozac’h gan̄d hé c’hrég, né két talvouduz dimizi.
11. Hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ann holl na boell két kémen̄t-sé, hôgen ar ré hép-kén da béré eo bét rôed hé boella.
12. Râk béz’ éz eûz spazeien, péré a zô ganed ével-sé a gôv hô mamm : spazeien zô, peré a zô bét spazet gan̄d ann dûd : spazeien zô, péré hô deûz en em spazed hô-unan enn abek da rouan̄télez ann én̄vou. Néb a hell poella, ra boellô kémen̄t-man̄.
13. Neûzé é oé kased d’ézhan̄ bugaligou, évit ma lakajé hé zaouarn war-n-ézhô, ha ma pédjé évit-hô. Hôgen hé ziskibled a grôzé anézhô.
14. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : List ar vugaligou-zé, ha na virit kéd out-hô na zeûjen̄d d’am c’havout ; râk rouan̄télez ann én̄vou a zô évid ar ré a zô hén̄vel out-hô.
15. Ha goudé béza astenned hé zaouarn war-n-ézhô, éz éaz-kuîd ac’hanô.
16. Ha chétu eunn dén a zeûaz, hag a lavaraz d’ézhan : Aotrou mâd, pétrâ a dléann-mé da ôber a vâd évit kaoud ar vuez peûr-baduz ?
17. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg am galvez-té mâd ? Doué hép-kén a zô mâd. Hôgen mar fell d’îd mon̄d er vuez, mîr ar gourc’hémennou.
18. Péré, éme-z-han̄ ? Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Na lazi két : na avoultri két : na laéri két : na zougi kéd a fals testéni.
19. Énor da dâd ha da vamm, ha kâr da nésa ével-d-oud da-unan.
20. Ann dén-iaouan̄k a lavaraz d’ézhan̄ : Mired em eûs ann holl draou-zé adalek va iouan̄kiz, a bétrâ em eûz-mé c’hoaz ézomm ?
21. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Mar fell d’îd béza klôk, kéa, gwerz kémen̄d éc’h eûz, ha rô-hén̄ d’ar béorien ; hag éz pézô eunn tenzor enn en̄v : ha deûz, hag heuḻ ac’hanoun.
22. Hôgen pa glevaz ann dén-iaouan̄k ar geriou-zé, éz éaz-kuît gwall c’hlac’haret : râk madou brâz en doa.
23. Hôgen Jézuz a lavaraz d’hé ziskibled : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz eo diez da eunn dén pinvidik mon̄d é rouan̄télez ann én̄vou.
24. Hel lavaroud a rann c’hoaz d’é-hoc’h : Easoc’h eo da eur c’han̄val tréménoud dré graouen eunn nadoz, égéd da eunn den pinvidik mond é rouan̄télez ann én̄vou.
25. Hé ziskibied ô klevout-sé, a oé souézet brâz hag a lavaraz : Piou éta a hellô béza savet ?
26. Hôgen Jézuz ô selloud out-hô, a lavaraz d’ézhô : Ann dra-zé a zô er-méaz a c’halloud ann dûd, hôgen pép trâ zô é galloud Doué.
27. Neûzé Per a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : chétu nî hon eûz da heûliet ; pétrâ ’ta a vezô évid-omp ?
28. Hôgen Jézuz a lavaras d’ézhô : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz c’houi péré a zô deûed war va lerc’h, pa teûi ann eil-c’hinivélez, ha pa vézô azézet Mâb ann dén war gador hé veûrdez, é viod ivé azezet war zaouzék kador, hag é parnot ann daouzék brôad Israel.
29. Ha piou-bennâg a zilézô hé dî, pé hé vreûdeûr, pé hé c’hoarézed, pé é dâd, pé hé vamm, pé hé c’hrég, pé hé vugalé, pé hé barkou, enn abek d’am hanô, en dévézo kan̄t evid unan, hag en dévézô ar vuez peûr-baduz.
30. Hôgen kalz eûz ar ré gen̄ta a vezô ar re zivéza, ha kalz eûz ar ré zivéza a vézô a ré-gen̄ta.
1. Rouan̄télez ann én̄vou a zô hen̄vel oud eunn dén penn-tiégez, péhini a iéaz er-méaz min̄tin mâd évit kâs gôpraérien enn hé winien.
2. Hag ô véza gréat marc’had gan̄d hé c’hôpraerien euz a eunn diner diouc’h ann dervez, é kasaz anézhô enn hé winien.
3. Hag ô véza éad er-méaz war-drô ann drédé heur, é wélaz ré all péré a ioa dibréder war leûr-ger.
4. Hag é lavaraz d’ézhô : Id ivé c’houi em gwinien, hag é rôinn d’é-hoc’h ar péz a vézô reiz.
5. Hag hî a iéaz dî. Hôgen mon̄d a réaz adaré er-méaz é-trô ar c’houec’hved hag ann naved heur ; hag é réaz enn hévélep doaré.
6. Hôgen é-trô ann unnékved heur éz éaz er-méaz, hag é kavaz ré all péré a choumé dibreder, hag é lavaraz d’ézhô : Pérâg é choumit-hu azé dibréder héd ann deiz ?
7. Hag hî a lavaraz : Dré n’en deûz dén é-béd hor c’héméred é gôbr. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Id ivé c’houi em gwinien.
8. Hôgen pa oé deûed ar pardaez, mestr ar winien a lavaraz d’hé vérer : Galv ar c’hôpraerien, ha rô d’ézhô hô gôpr, ô téraoui gan̄d ar ré zivéza bétég ar ré gen̄ta.
9. Ar ré ’ta péré a ioa deûet e-trô ann unnékved heur, hô doé péb a ziner.
10. Hôgen pa teûaz ar ré gen̄ta, é venjon̄d pénaoz é vijé rôed d’ézhô ouc’h-penn : hôgen peb a ziner n’hô doé kén.
11. Hag ô kémérout kémen̄t-sé, é c’hrôsmôlen̄t oud ar penn-tiégez,
12. O lavarout : Ar ré zivéza-zé n’hô deûz labouret néméd héd eunn heur, hag éc’h eûz hô lékéat kévatal d’é-omp, ni péré hon eûz douget poéz ann deiz hag ar grouez.
13. Hag hén̄ ô respoun̄ta oud unan anézhô, a lavaraz : Va miñoun, na rann kéd a c’haou ouz-id ; ha n’éc’h euz-dé két gréat marc’had gan-én̄ évid eunn diner ?
14. Kémer ar péz a zô d’id, ha kéa-kuît : hôgen mé a fell d’in rei d’ann divéza-man̄ kémen̄d ha d’îd.
15. Ha na hellann-mé kéd ôber ar péz a garann ? Pérâg da lagad-de ef-hén̄ drouk, dré ma ounn-mé mâd ?
16. Ével-sé ar ré zivéza a vézô ar ré gen̄ta, hag ar ré gen̄ta ar ré zivéza : râk kalz a vézô galvet, hôgen nébeûd a vézô dilennet.
17. Ha Jézuz ô véza éad da Jéruzalem, a géméraz a dû hé zaouzék diskibl, hag a lavaraz d’ézhô :
18. Chétu éz éomp da Jéruzalem, ha Mâb ann dén a vézô lékéad étré daouarn Prin̄sed ar véleien, hag ar Skribed, péré hé varnô d’ar maro.
19. Hag é lakain̄d anézhan̄ étré daouarn ar Jen̄tiled évid ôber goab anézhan̄, évid hé skourjéza, hag évid hé staga ouc’h ar groaz ; hag ann trédé deiz é savô a varô da véô.
20. Neûzé mamm bugalé Zébedé a dôstaaz out-han̄ gan̄d hé mipien, oc’h hé azeûli ha gan̄d doare da c’houlenni eunn dra-bennâg digan̄t-han̄.
21. Hag hén̄ a lavaraz d’ezhi : Pétrâ a fell d’id ? Hag hî a lavaraz dézhan̄ : Lavar ma vézô azézed ann daou vab-man̄ d’in, unan war da zourn déou, égilé war da zourn kleiz, enn da rouan̄telez.
22. Hôgen Jezuz a respoun̄taz hag a lavaraz : Na ouzoc’h két pétrâ a c’houlennit. Ha c’houi a hell éva ar c’halir a dléann da éva ? Hî a lavaraz : Nî a hell.
23. Hén̄ a lavaraz d’ézhô : Éva a réod évit-gwîr va c’halir : hôgen azéza war va zourn déou pé war va zourn kleiz, né két mé a dlé rei ann dra-zé d’é-hoc’h, hôgen d’ar ré évit péré eo aozet gan̄t va Zâd.
24. Ha pa oé klévet kémen̄t-sé, ann dek all a vuanékéaz oc’h ann daou vreûr.
25. Hôgen Jézuz hô c’halvaz étrézég enn-han̄, hag a lavaraz : Gouzoud a rît pénaoz pennou ann dudou a aotrouni anézho : ha penaoz ar ré vrasa a ziskouéz hô galloud war-n-ézhô.
26. Na vézô kéd ével-sé étré-z hoc’h : hôgen piou-bennâg a fellô d’ézhan béza brasoc’h étré-z-hoc’h, ra vézô goâz d’é-hoc’h.
27. Ha piou-bennâg a fellô d’ézhan̄ béza ar c’hen̄ta ac’hanôc’h, ra vézô sklâf d’é-hoc’h.
28. É-c’hîz n’eo kéd deûet Mâb ann dén évit béza servichet, hôgen évit servicha, hag évit rei hé vuez évid dasprénadurez kalz a dûd.
29. Ha pa’z éjon̄t-kuîd euz a Jériko, éz éaz kalz a dud war hé lerc’h.
90. Ha chétu daou zall péré a ioa azézed war ann hen̄t a glevaz pénaoz é tréméné Jézuz : hag en em lékéjon̄d da c’harmi, ô lavarout : Aotrou, Mâb David, az péz truez ouz-omp.
31. Hôgen ar bobl a grôzé anézhô évid hô lakaad da dével. Hag hî a c’harmé kréoc’h, ô lavarout : Aotrou, Mâb David, az péz truez ouz-omp.
32. Ha Jézuz a arzaoaz, hô c’halvaz, hag a lavaraz d’ézhô : Pétrâ a fell d’é-hoc’h a rafenn évid-hoc’h ?
33. Hag é léverjon̄d d’ézhan̄ : Aotrou, digor hon daou-lagad d’é-omp.
34. Ha Jézuz ô kaout truez out-hô, a lékéaz hé zourn war hô daoulagad. Ha râk-tâl é wéljon̄t, hag éz éjon̄t war hé lerc’h.
1. Ha pa dôstajon̄d oud Jéruzalem, ha pa oan̄d deûed da Vétfajé, tôst da vénez Olived, neûzé Jézuz a gasaz daou ziskibl,
2. O lavaroud d’ézhô : îd d’ar vourc’h a zô râg-énep d’é-hoc’h, ha kerken̄t é kéfot eunn azénez stag, hag eunn azen bihan gan̄t-hi : distagit-hi, ha digasit-hi d’in.
3. Ha ma lavar eur ré eunn dra-bennâg d’é-hoc’h, livirit pénaoz ann Aotrou en deûz ézomm anézhô ; ha rak-tâl hô laoskô da von̄t.
4. Hôgen kémen̄t-sé holl a zô c’hoarvézet, évit ma vijé sévénet geriou ar Profed péhini en deûz lavaret :
5. Livirid da verc’h Sion : Chétu da Roué kûn̄ a zeû d’az kavout, azézet war eunn azénez, ha war azen bihan ann hini a zô dindân ar iéô.
6. Hogen ann diskibled a ieaz, hag a réaz ével m’en doa gourc’hémenned d’ézhô.
7. Hag é tigaschon̄d ann azénez, hag ann azen bihan : hag é lékéjon̄d hô diḻad war-n-ézhô ; hag é réjon̄d d’ézhan̄ azéza war-n-ézhi.
8. Hôgen eul lôd brâz a dûd a skiñaz hô diḻad war ann hen̄t ; lôd all a drouc’hé skourrou gwéz, ha hô skiñé war ann hen̄t.
9. Hag ar bobl, ken ar ré a ioa a-raok, ken ar ré a ioa adrén̄, a c’harmé, ô lavarout : Hosanna da Vâb David : benniget ra vézô ann hini a zeû enn hanô ann Aotrou : Hosanna enn uc’héla eûz ann én̄vou.
10. Ha pa oé éat é Jéruzalem, holl dud kéar a oé strafiḻet, hag é lavaren̄t : Piou eo hé-man̄ ?
11. Hôgen ar ré a ioa gan̄t-han̄ a lavaré : Profed Jézuz eo euz Nazaret é Galiléa.
12. Ha Jézuz a iéaz é templ Doué, hag a gasaz er-méaz ar ré holl a werzé pé a bréné enn templ ; hag é tiskaraz toliou ar varc’hadourien arc’han̄t, ha kadoriou ar varc’hadourien koulmed.
13. Hag é lavaraz d’ézhô : Skrived eo : Va zî a vézô galvet ti ar béden : hôgen c’houi hoc’h eûz gréad anézhan̄ eur c’héô laéroun.
14. Hag é teûaz tûd dall ha tûd kamm d’hé gavoud enn templ, hag é iac’héaz anézhô.
15. Hôgen pa wélaz Prin̄sed ar véleien hag ar Skribed ar burzudou a réa, hag ar vugalé péré a c’harmé enn templ, hag a lavaré : Hosanna da Vâb David, é savaz droug enn-hô.
16. Hag é léverjon̄d d’ézhan̄ : Ha klévoud a réz-té ar péz a lavar ar ré-man̄ ? Ia, émé Jézuz d’ézhô, hôgen ha n’hoc’h eûs-hu ket lennet biskoaz, pénaoz eûz a c’hénou ar vugalé hag eûz ar ré a zô oud ar vronn é tenneur ar gwella meûleûdi ?
17. Hag ô véza hô lézed énô, éz éaz er-méaz eûz a géar, é Bétania ; hag é choumaz énô.
18. D’ar min̄tin pa zistrôé é kéar, en doé naoun.
19. Hag ô wéloud eur wézen-fiez war ann hen̄t, é tôstaaz out-hi ; ha na gavaz nétrâ enn-hi néméd deliou hép-kén, hag é lavaraz d’ézhi : Ra zeûi bikenn frouez é-béd ac’hanod, ha râk-tâl ar wézen-fiez a grinaz.
20. Ha pa wélaz ann diskibled ann dra-zé, é oen̄t souézet, hag é léverjon̄t : Pénaoz ef-hi bét krinet râk-tal ar wézen-fiez ?
21. Hôgen Jézuz a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhô : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, mar hô pé feiz, ha ma na vec’h kéd enn arvar, né két diwar-benn ar wézen-fiez hép-kén é rafac’h ével-sé, hôgen ivé ma lâvarac’h d’ar ménez-man̄, kéa alessé, hag en em daol er môr, kémen̄t-sé a vijé gréat.
22. Ha pétrâ-bennâg a c’houlennot gan̄t feiz er béden, é vézô rôed d’é-hoc’h.
23. Ha pa oé deûed enn templ, Prin̄sed ar véleien, hag Hénaoured ar bobl a dôstaaz out-han̄ pa édo ô ken̄télia, hag é léverjon̄t : Gan̄t pé c’halloud é réz-té kémen̄t-sé ? Ha piou en deûz rôed d’îd ar galloud-zé ?
24. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Eur gér a c’houlenninn ivé digan-é-hoc’h : mar hé livirit d’in, é livirinn ivé d’é-hoc’h gan̄d pé c’halloud é rann kémen̄t-sé.
25. Badez Iann a béléac’h é teué ? Pé eûz ann én̄v, pé eûz ann dûd ? Hôgen hî a venné enn-hô hô-unan, hag a lavaré :
26. Mar lévéromp, eûz ann én̄v, é lavarô d’é-omp : Pérâg éta n’hoc’h eûz-hu két krédet d’ézhan̄ ? Ha mar lévéromp, eûz ann dûd, é tléomp kaoud-aoun râg ar bobl, rag ann holl a géméré Iann évid eur profed.
27. Hag hî a respoun̄taz, hag a lavaraz da Jézuz : Na ouzomp két. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ha mé na livirinn kéd d’é-hoc’h gan̄t pé c’halloud é rann kémen̄t-sé.
28. Hôgen pétrâ a vennit-hu ? Eunn dén en doa daou vab, hag ô von̄d étrézég ar c’hen̄ta, é lavaraz : Va mâb, kéa hiriô da labourat em gwinien.
29. Hag hén̄ a respoun̄taz, hag a lavaraz : N’az inn két, hôgen goudé, ô kaout keûz, éz éaz.
30. Don̄d a réaz ivé étrézég égilé, hag é lavaraz d’ézhan̄ eunn hével dra. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz : Éz ann, aotrou, ha n’az éaz két.
31. Péhini anézhô ho daou en deûz gréad ioul hé dâd ? Hî a lavaraz dézhan̄ : Ar c’hen̄ta. Jézuz a lavaraz d’ézhô : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz ar Bublikaned hag ar merc’hed fall a vézô enn hô raok é rouan̄télez Doué (M).
32. Râk Iann a zô deûed étrézég enn-hoc’h enn hen̄d eûz ar wirionez, ha n’hoc’h eûz két krédet d’ézhan̄ : hôgen ar Bublikaned hag ar merc’hed fall hô deûz krédet d’ézhan̄ : ha c’houi goudé béza gwélet kémen̄t-sé n’hoc’h euz két béd a geûz, ha n’hoc’h eûz két krédet d’ézhan̄.
33. Sélaouit eur barabolen all : Béz’ éz oa eunn dén penn-tî, péhini a blan̄taz eur winien, hag a gelc’hiaz anézhi gan̄d eur c’harz ; hag a gleûzaz enn-hi évid ôber eur waskel, hag a zavaz eunn tour, hag hé rôaz é gôbr da labourerien, hag éz éaz enn eur vrô bell.
34. Hôgen pa dôstaé amzer ar frouézou, é kasaz hé vévellou étrézég al labourerien, évid dastumi frouézou hé winien.
35. Hag al labourerien, ô véza kroget er mévellou, a gannaz unan, a lazaz égilé, hag a labézaz eunn all.
36. Kas a réaz adarré mévellou all kalz muioc’h égéd a-raok, hag é réjon̄d d’ézhô eunn hével dra.
37. Enn divéz é kasaz d’ézhô hé vâb hé-unan, ô lavarout : Douja a rain̄t va mâb.
38. Hôgen al labourerien pa wéljon̄d ar mâb, a lavaraz étré-z-hô : Hé-man̄ eo ann her, deûit, lazomp-hén̄, hag hor bézô hé zigwéz.
39. Hag ô véza kroged enn-han̄, é taoljon̄d anézhan̄ enn tu all d’ar winien, hag hen lazjon̄t.
40. Pa zeûi éta aotrou ar winien, pétrâ a rai-hén̄ d’al labourerien ?
41. Lavaroud a réjon̄d d’ézhan̄ : Ann dud drouk-zé a gollô enn eunn doaré reûzeûdik ; hag é rôi hé winien é gôbr da labourerien all, péré a rôi d’ézhan̄ hé frouézou enn hô amzer.
42. Jézuz a lavaraz d’ézhô : Ha n’hoc’h eus-hu két biskoaz lennet er Skrituriou : Ar méan hô deûz distaolet ann ôbérourien-tiez a zô bét lékéad é penn ar c’horn ? Gan̄d ann Aotrou eo bét gréat kémen̄t-sé, hag eunn dra eo hag a zô souézuz d’hon daou-lagad.
43. Dré-zé é lavarann d’é-hoc’h, pénaoz rouan̄télez Doué a vézô lamet digan-é-hoc’h hag a vézô rôed da eur bobl péhini hel lakai da rei frouez (G).
44. Ha piou-bennâg a gouézô war ar méan-zé, a vézô torret ; ha war biou-bennâg é kouézô-hén, hen-nez a vézô brévet.
45. Ha pa glevaz Prin̄sed ar véleien hag ar Farizianed hé barabolennou, éc’h anavézchon̄t pénaoz é komzé anézhô.
46. C’hoan̄t hô doa da gregi enn-han̄, hôgen aoun hô doa râg ar bobl ; râk hé géméroud a réan̄t ével eur profed.
1. Ha Jézuz ô komza c’hoaz gan̄t parabolennou, a lavaraz d’ézhô :
2. Rouan̄télez ann én̄vou a zô hén̄vel oud eur roué, péhini a réaz eûreûd hé vâb.
3. Hag é kasaz hé vévellou da c’hervel ar ré a ioa bét pédet d’ann eûreûd, ha na felle két d’ézhô don̄t.
4. Kâs a réaz adarré mévellou all, ô lavarout : Livirid d’ar ré a zô pédet : Chétu va lein em eûz aozet ; lazéd em eûz va éjéned ha kémen̄d em boa lékéad da larda ; daré eo pép-trâ : deûid d’ann eûreûd.
5. Hôgen hî na zalc’hjon̄t stâd é-béd euz a gémen̄t-sé : hag éz éjon̄t, unan d’hé dî war ar méaz, hag eunn all d’hé werzidigez :
6. Hag ar ré all a grogaz enn hé vévellou, ha goudé beza hô gwall-gaset, a lazaz anézhô.
7. Hôgen ar Roué ô véza klevet kémen̄t-sé, a zavaz droug enn-han̄ : hag ô véza kased hé arméou, é gwastaz al lazerien-zé, hag é loskaz hô c’héar.
8. Neûzé é lavaraz d’hé vévellou : Ann eûreûd évit-gwîr a zô daré, hôgen ar ré a ioa bét pédet n’in̄t két bét dellézek.
9. Id éta er groaz-hen̄chou, ha galvid d’ann eûreûd kémen̄d hini a géfot.
10. Hag ar mévellou ô véza éad dré ann hen̄chou, a zastumaz kémen̄d a gavchon̄d a dûd, mâd ha fall, ha sâl ann eûreûd a oé leûn a dûd ouc’h taol.
11. Hôgen ar roué a iéaz dî évit gwélout ar ré a ioa ouc’h taol, hag é wélaz énô eunn dén péhini n’en doa két gwisket ar zaé eûreûd.
12. Hag é lavaraz d’ézhan̄ : Va miñoun, pénaoz oud-dé deûed aman hép kaoud ar zaé eûreûd ? Hag hén a choumaz mûd.
13. Neuzé ar roué a lavaraz d’hé dûd : Éréid hé zaouarn hag hé dreid, ha taolit-hén̄ enn dévalien a ziavéaz : énô é vézô gwélvan, ha skriñ den̄t.
14. Râk kalz a zô galvet, hôgen nébeûd a zô dilennet.
15. Neûzé ar Farizianed ô véza éat-kuît, en em guzuliaz évid hé géméroud enn hé gomsiou.
16. Hag é kaschon̄d d’ézhan̄ hô diskibled gan̄d ann Hérodianed, péré a lavaraz : Mestr, gouzoud a réomp pénaoz oud gwirion, ha pénaoz é teskez hen̄d Doué er wirionez, ha pénaoz n’ec’h eûz azaouez é-béd évit dén : râk na zellez kéd ouc’h ann dén é-touez ann dûd :
17. Lavar éta d’é-omp pétrâ a vennez ; ha nî a dle rei ar gwîr da Gézar, pé na dléomp két ?
18. Hôgen Jézuz oc’h anaoud hô drougiez, a lavaraz : Pérâg é temptit-hu ac’hanoun, pilpouzed ?
19. Diskouézid d’in ar péz-arc’han̄t a rôeur évid ar gwîr. Hag hî a zigasaz d’ézhan̄ eunn diner.
20. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhè : Eûz a biou eo ann hévélédigez-man̄ hag ar skrîd-man̄ ?
21. Hî a lavaraz d’ézhan̄ : Eûz a Zézar. Neûzé é lavaraz dézhô : Distaolit éta da Zézar ar péz a zô da Zézar, ha da Zoué ar péz a zô da Zoué.
22. Ha pa glevchon̄t kémen̄t-sé é oen̄t souézet brâz, hag ô véza hé lézet éz éjon̄t-kuît.
23. Enn deiz-zé ar Saduséed, péré a lavar na zavô kéd ann dûd a varo da véô, a zeûaz d’hé gavout : hag é réjon̄d eur goulenn out-han̄.
24. O lavarout : Mestr, Moizez en deûz lavaret : Mar marv unan-bennâg héb bugel, ra zimézô hé vreûr d’he c’hrég, évid digas hâd d’he vreûr.
25. Bez’ éz oa seiz breûr gan-é-omp : hag ar c’hen̄ta, goudé beza béd dimezed da eur c’hrég, a varvaz : hag ô véza n’en doa kéd a hâd, é lézaz he c’hrég d’hé vreûr.
26. Enn hevélep doaré é c’hoarvézaz d’ann eil, d’ann trédé, bétég ar seizved.
27. Enn-divéz holl ar c’hrég a varvaz ivé.
28. Hôgen pa zavô ann dûd eûz a varô da véo, eûz a béhini euz ar seiz-zè é vézô grég ? Râg hî holl hô deûz béd anézhi.
29. Hôgen Jézuz a respountaz hag a lavaraz dézhô : Fazia a rît, ô véza na anavézit kit ar Skrituriou, na galloud Doué.
30. Râk pa zavô ann dûd eûz a varô da véô, ar wazed n’hô dévézo kéd a c’hragez, nag ar gragez a wazed : Hôgen béz’ é vézin̄d ével élez Doué enn en̄v.
31. Hogen diwar-benn ann assav eûz ar ré varô, ha n’hoc’h eûs-hu két lennet ar péz a zô bét lavaret gan̄d Doué d’é-hoc’h ével-benn :
32. Mé eo Doue Abraham, ha Doué Izaak, ha Doué Jakob ? Doué né kéd Doué ar ré varô, hôgen Doué ar ré véô.
33. Ha pa glevaz ar bobl kémen̄t-man̄, é oen̄t souézed eûz hé gélen.
34. Hôgen ar Farizianed ô véza klevet pénaoz en doa lékéad da dével ar Saduséed, en em strollaz.
35. Hag unan anézhô, péhini a ioa eunn dén gwiziek el lézen, a réaz ar goulenn-man̄ out-han̄, évid hé dempti :
36. Mestr, péhini eo ar brasa gourc’hémenn eus al lézen ?
37. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Karoud a rî ann Aotrou da Zoué a greiz da galoun, hag a greiz da éné, hag a greiz da spéred.
38. Hen-nez eo ar brasa, hag ar c’hen̄ta gourc’hémenn.
39. Hôgen ann eil a zô hén̄vel oud égilé : Karoud a rî da nesa, ével-d-oud da-unan.
40. Al lézen holl, hag ar Broféded a zô dalc’het enn daou c’hourc’hémenn-zé.
41. Hôgen ar Farizianed ô véza strollet, Jezuz a réaz ar goulenn-man̄ d’ezhe.
42. O lavarout : Pétrâ a vennit-hu eûz ar C’hrist ? Eûz a biou ef-hén̄ mâb ? Hag hî a lavaraz : Eûz a Zavid.
43. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pénaoz éta David é c’halv-hén̄ anezhan̄ enn hé spéred hé Aotrou, ô lavarout :
44. Ann Aotrou en deûz lavared d’ann Aotrou : Azez war va dourn déou, bété ma likiinn da énébourien da skabel d’az treid ?
45. Mar galv éta David anézhan̄ hé Aotrou, pénaoz ef-hén̄ hé vâb ?
46. Ha dén na hellaz respoun̄ta eur gér d’ézhan̄ : hag abaoé ann deiz-zé éo na gredaz mui ôber goulenn é-béd out-han̄.
1. Neûzé Jézuz a gomzaz oud ar bobl, hag oud hé ziskibled,
2. O lavarout : Ar Skribed hag ar Farizianed a zô azézet var gador Moizez.
3. Mirid éta, ha grît kémen̄d a livirind d’é-hoc’h : hôgen na rit kéd diouc’h hô ôberiou ; râk hi a lavar, ha na réon̄t két.
4. Râk éréa a réon̄t bec’hiou pounner, ha dic’houzan̄vuz, hag hô lakaad a réon̄t war ziskoaz ann dûd : ha na fell kéd d’ézhô hô fin̄va gan̄d hô bîz.
5. Hôgen hô holl ôberiou a réon̄t évit béza gwélet gan̄d ann dûd : rak brasoc’h eo hô franch, ha kaéroc’h hô fenn-piḻ.
6. Karoud a réon̄t al léc’hiou (G) ken̄ta er banvésiou, hag ar c’hadoriou ken̄ta er sinagogou,
7. Hag ar stouou er marc’hallec’h, ha béza galvet mestr gan̄d ann dûd.
8. Hôgen c’houi, na vézit két galvet mestr : râk n’hoc’h eûz néméd eur mestr hép-kén, ha c’houi holl a zô breûdeûr.
9. Ha na c’halvid den é-béd hô tâd war ann douar : râk n’hoc’h eûz néméd eunn Tâd péhini a zô enn én̄vou.
10. Ha na vézit két galvet mistri : râk n’hoc’h eûz néméd eur mestr, péhini eo ar C’hrist.
11. Ar brasa ac’hanoc’h, a vézô hô servicher.
12. Râk piou-bennâg en em uc’hélai a vézô izéléet : ha piou-bennâg en em izélai a vézô uc’héléet.
13. Hôgen gwa c’houi, Skribed ha Farizianed pilpouzed, dré ma serrit rouan̄télez ann én̄vou d’ann dûd : râk n’az ît kéd ébarz hoc’h-unan, ha na list kéd da von̄d ébarz ar ré hô deûz c’hoan̄d da von̄t.
14. Gwa c’houi, Skribed ha Farizianed pilpouzed, dré ma loun̄kit tiez ann in̄tan̄vézed, gan̄d hô pédennou hîr : dré-zé hô pezô eur varn garvoc’h.
15. Gwa c’houi, Skribed ha Farizianed pilpouzed, dré ma rîd ann drô eûz ar môr hag eûz ann douar, évid ôber eunn diskibl : ha pa eo gréad diskibl gan-é-hoc’h, hen likîd da vâb d’ann ifern diou wéach muioc’h égéd-hoc’h.
16. Gwa c’houi, rénerion dall, péré a lavar : Piou-bennâg a douô dré ann templ, n’eo nétrâ ; hogen piou-bennâg a douô dré aour ann templ, hen-nez a dlé derc’hel d’hé c’hér.
17. Tûd diskian̄t ha dall : Râk péhini eo ar brasa, pé ann aour pé ann templ péhini a zan̄téla ann aour ?
18. Ha piou-bennâg, émé c’houi, a douô dré ann aoter, n’eo nétrâ ; hôgen piou-bennâg a douô dré ar rô, péhini a zô war-n-ézhi, hen-nez a dlé derc’hel d’hé c’hér.
19. Tûd dall : Râk péhini eo ar brasa, pé ar rô, pé ann aoter péhini a zan̄téla ar rô ?
20. Piou-bennâg éta a dou dré ann aoter, a dou dré-z-hi, ha dré gémen̄d a zô war-n-ézhi.
21. Ha piou-bennâg a dou dré ann templ, a dou dré-z-han̄, ha dré ann hini a choum enn-han̄.
22. Ha néb a dou dré ann én̄v, a dou dré drôn Doué, ha dré ann hini a zô azézet war-n-ézhan̄.
23. Gwa c’houi, Skribed ha Farizianed pilpouzed, c’houi péré a baé ann déog war ar ven̄t, ha war ann anet, ha war ar c’humin, hag hoc’h eûz dilézet ar péz a zô poellusoc’h el lézen, ar varn, ann drugarez, hag ar feiz. Réd é oa ôber ann traou-zé, hép lézel ar ré all da ôber.
24. Renerien dall, péré a zil eur fubuen ; hag a loun̄k eur c’han̄val.
25. Gwa c’houi, Skribed ha Farizianed pilpouzed, dré ma nétait ann diaveaz eûz ar c’hôp hag eûz ar plâd : hag enn diabarz oc’h leûn a laéron̄si hag a lousdoni.
26. Farizian dall, néta da-gen̄ta ann diabarz eûz ar c’hôp hag eûz ar plâd, évit ma vézô ivé néat ann diavéaz.
27. Gwa c’houi, Skribed ha Farizianed pilpouzed, dré ma z-oc’h hén̄vel out bésiou gwennet, péré a ziavéaz en em ziskouéz kaer d’ann dûd, hôgen péré enn diabarz a zô leûn a eskern tûd-varô, hag a béb breinadurez.
28. Ével-sé c’houi enn diavéaz en em ziskouéz gwirion d’ann dûd ; hôgen enn diabarz oc’h leûn a bilpouzérez, hag a zislealded.
29. Gwa c’houi, Skribed ha Farizianed pilpouzed, c’houi péré a zâv bésiou d’ar broféded, hag a gin̄kl bésiou ann dûd gwirion.
30. Hag é livirit : Ma vemb bét enn amzer hon tadou, na vijemp két bét hô eil évit skuḻa goâd ar broféded.
31. Ével-sé en em rôid da dést d’é-hoc’h hoc’h unan, pénaoz oc’h bugalé ar ré hô deûz lazet ar broféded.
32. Ha c’houi deûd da leunia gon̄vor hô tadou.
33. Aéred, gwenn ann aéred-viber, pénaoz é tec’hot-hu diouc’h barn ann ifern ?
34. Dré-sé chétu mé a gasô d’é-hoc’h proféded, ha tûd-fur, ha skribed, ha c’houi a lazô lôd, hag a lakai lôd ouc’h ar groaz, hag a skourjézô lôd enn hô sinagogou, hag é heskinod anézhô a géar é kear.
35. Évit ma teûi war-n-hoc’h ann holl goad dinam a zô bét skuḻet war ann douar, adalek gwâd Abel ar glân bété goad Zakariaz, mâb Barakiaz, péhini hoc’h eûz lazet étré ann templ hag ann aoter.
36. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, kémen̄t-sé holl a c’hoarvézô gan̄d ar wenn-ma.
37. Jéruzalem, Jéruzalem, té péhini a lâz ar broféded, hag a labez ar ré a zô kased d’îd, péd gwéach em eûz mennet dastumi da vugalé, é-c’hîz ma tastum ar iâr hé évnédigou dindân hé diou-askel, na né két felled d’îd ?
38. Chétu hô tî a vézô lézed d’é-hoc’h diben̄tet.
39. Rak hel lavaroud a rann d’é-hoc’h, n’am gwélot mui pelloc’h, kén na lévérot : Benniget ra vézô ann hini a zeû enn hanô ann Aotrou.
1. Jézuz a iéaz er-méaz eûz ann templ, hag hé ziskibled a dôstaaz out-han̄, évid diskouéza d’ézhan̄ tiez-brâz ann templ.
2. Hôgen hen̄ a lavaraz dézhô : Ha gwéloud a rît-hu ann dra-zé holl ? É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, na joumô kéd aman̄ mean war véan ; disman̄tret holl é vézin̄t.
3. Ha pa édo azezet war Ménez Olived, hé ziskibled a dôstaaz out-han̄ é-kûz, ô lavarout : Lavar d’éomp, peur é c’hoarvézô kémen̄t-sé ? Ha pé arwéz a vézô eûz da zonédigez, hag eûz a zivez ar béd.
4. Ha Jézuz a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhô : Likid évez na zeûfé dén d’hô touella,
5. Râk kalz a zeûi em hanô, ô lavarout : Mé eo ar C’hrist : hag é touellin̄t meûr a hini.
6. Ha c’houi a glevô ar brézéliou, ha brûd ar brézéliou. Likid évez na véac’h en̄krézet : râk réd eo é teûfé ann traou-zé ; hôgen né vézô két c’hoaz ann divez.
7. Râk sevel a rai pobl out pobl, ha rouan̄télez out rouan̄télez ; ha béz é vézô bosennou, ha naounégézou, ha krénou douar é meûr a léac’h.
8. Hôgen kémen̄t-sé holl n’eo néméd ann derou eûz ar gloasiou.
9. Neûzé é rôin̄d ac’hanoc’h d’ann heskinou, é lazin̄d ac’hanoc’h : hag é viot kaséet gan̄d ann holl dudou dré ann abek d’am hanô.
10. Ha neûzé kalz a dûd a rôi gwall skouér, hag en em werzô ; hag en em gasaad a rain̄d ann eil égilé.
11. Ha meûr a fals-profédedd a zavô, péré a douellô kalz a dûd.
12. Hag ével ma vézô brâz ann direisted, karan̄tez meûr a hini a iénai.
13. Hôgen néb a gen̄dalc’hô bétég ann divez ; hen-nez a vézô savet.
14. Hag ann Aviel-man̄ eûz ar rouan̄télez a vézô prézéget dré ar béd holl, é testéni d’ann holl dudou : ha neûzé é teûi ann divez.
15. Pa wélod éta pénaoz heûz ann disman̄tr, diouganet gan̄d ar profed Daniel, a vézô el léac’h san̄tel : ra boellô néb a lenn.
16. Neûzé ar ré a vézô é Judéa, éan̄t war ar ménésiou.
17. Hag ann hini a vézô war ann dôen, na ziskennet két évit kéméroud eunn dra eûz hé dî.
18. Hag ann hini a vézô er park, na zistrôet két évit kéméroud hé zaé.
19. Hôgen gwâ ar gragez vrazez hag ar vagérézed enn deisiou-zé.
20. Pédid éta évit na zeûio kéd hô tec’h er goan̄, nag é deiz ar sabbat.
21. Râk neûzé é vézô eunn en̄krez brâz, é-c’hîz na vézô két bét adalek dérou ar bed bété neûzé, ha na vézô bikenn.
22. Ha ma na vijé két bét diverréed ann deisiou-zé, na vijé két salvet ann holl gîk : hôgen enn abek d’ar ré zilennet é vézô diverréed ann deisiou-zé.
23. Neuzé ma lavar d’é-hoc’h eur ré-bennâg : Chétu éma ar C’hrist aman̄, pé ahon̄t ; na grédit két.
24. Râk sével a rai fals-kristed, ha fals-proféded : hag é rôin̄t arwésiou brâz ha burzudou, enn hévélep doaré ma touellin̄t zô-kén, mar d-eo galluz, ar ré zilennet.
25. Chétu em eûz diouganed d’é-hoc’h.
26. Ma lavareur éta d’é-hoc’h : Chétu éma el léac’h distrô, n’az ît kéd er-méaz ; chétu éma é gwéled ann tî, na grédit két.
27. Râk é-c’hîz ma teu eul luc’héden euz ar sâv-héol, ha ma hé gwéleur er c’hûs-héol : ével-sé é vézô donédigez Mâb ann dén.
28. É pé léac’h-bennâg é vézô eur c’horf, énô en em strollô ann éred.
29. Hôgen râk-tâl goudé en̄krez ann deisiou-zé, ann héol a dévalai, hag al loar na rôi kéd hé c’houlou, hag ar stéred a gouézô eûz ann én̄v, ha ners ann én̄vou a vézô kéflusket.
30. Ha neûzé é vézô gwélet arwéz Mâb ann dén enn én̄v : ha neûzé é keinô ann holl boblou eûz ann douar : hag é wélin̄t Mâb ann dén ô ton̄d war goabrou ann én̄v gan̄d eunn ners hag eur veûrdez vrâz.
31. Hag é kasô hé élez, péré a lakai da zeni hô c’hornou-boud, gand eunn trouz brâz, hag a zastumô ar ré zilennet gan̄t-han̄ eûz ar pévar avel, adaleg eur penn eûz ann én̄v bétég ar penn all.
32. Hôgen deskid eur barabolen diwar-benn eur wézen-fiez : Pa eo téner hé skourrou ha pa zâv hé deliou, é ouzoc’h pénaoz eo tôst ann han̄v.
33. Ével-sé ivé c’houi pa wélot kémen̄t-sé holl, gwézit pénaoz éma tôst, hag oud ann ôr.
34. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz na dréménô kéd ar wenn-man̄, kén na vézô sévénet kémen̄t-sé.
35. Ann én̄v hag ann douar a iélô é biou, hôgen va geriou na dréménin̄t két.
36. Hôgen dén na oar ann deiz nag ann heur, nag élez ann én̄vou ; va Zâd hep-kén hô anavez.
37. Hag é-c’hîz ma eo c’harvézed é deisiou Noé, ével-se é c’hoarvézô da zonédigez Mâb ann dén.
38. Râg é-c’hîz d’ann deisiou abarz al livaden ann dûd a zebré hag a évé, a zimézé hag a réa dimiziou, bétég ann deiz m’az éaz Noé enn arc’h,
39. Ha na anavézchon̄d al livaden kén na zeûaz ha na gasaz ann holl gan̄t-hi : ével-sé ivé é c’hoarvézô da zonédigez Mâb ann dén.
40. Neûzé é vézô daou enn eur park : unan a vézô kéméret, ébén a vézô lézet.
41. Diou a vézô ô vala enn eur vilin : unan a vézô kéméret, ébén a vézô lézet.
42. Choumid dihun éta, râk na ouzoc’h kéd da bé heur é tlé don̄d hoc’h Aotrou.
43. Hôgen gwézit pénaoz ma oufé ar penn-tiégez pé da heur é tléfé don̄d al laer, é choumfé dihun hép-mâr, ha na lezfé két toulla hé dî.
44. Dré-zé bézid éta reiz hoc’h-unan : râk Mâb ann dén a zeûi d’ann heur ha na ouzoc’h két.
45. Piou eo ar mével léal ha poellek, péhini a zô bét lékéat gan̄d hé aotrou dreist hé holl dûd, évit rei d’ezhô boéd enn amzer ?
46. Éuruz ar mével-zé, pa zeûi hé aotrou, mar béz kavet gan̄t-han̄ oc’h ôber ével-sé.
47. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, war hé holl vadou hel lakai da benn.
48. Hôgen mar d-eo droug ar mével-zé, ha ma lavar enn hé galoun : Va aotrou a zaléô da zon̄t :
49. Ha ma teû da skei gan̄d hé genvévellou, ha da zibri, ha da éva gan̄t mezvierien.
50. Aotrou ar mével-zé a zeûi d’ann deiz na c’hortozô két, ha d’ann heur na wézo két.
51. Hag é rannô anézhan̄, hag é lakai eur gévren anézhan̄ gan̄d ar bildouzed. Énô é vezô gwélvan ha skriñ den̄t.
1. Neûzé rouan̄télez ann én̄vou a vézô hén̄vel oud dég gwerc’hez, péré ô véza kéméred hô c’hleûzeuriou, a iéaz da ziambrouga ar priédou.
2. Pemp anézhô a ioa diboell, ha pemp a ioa fur.
3. Ar ré ziboell a géméraz hô c’hleûzeûriou, ha na géméraz kéd a éôl gan̄t-hô.
4. Ar ré fûr a géméraz éôl enn hô listri gan̄d hô c’hleûzeûriou.
5. Hôgen ével ma taléé ar pried da zon̄t, é vôrédjon̄t holl hag é kouskjon̄t.
6. Hag é-trô ann han̄ter-noz é oé klevet eur garm : Chétu ar pried a zeû, îd d’hé ambrouga.
7. Neûzé ann holl verc’hézed-zé a zavaz, hag a aozaz hô c’hleûzeuriou.
8. Hôgen ar ré ziboell a lavaraz d’ar ré fûr : Rôid d’é-omp euz hoc’h éôl ; rak hor c’hleûzeûriou a zô daré da vouga.
9. Ar ré fûr a respoun̄taz hag a lavaraz : Gan̄d aoun n’hor bé kéd a-walc’h évid-omp hag évid-hoc’h, îd évid ar gwella da gavoud ar ré a werz, ha prénid évid-hoc’h.
10. Hôgen é-pâd m’az éen̄d da bréna, é teuaz ar pried : hag ar ré a ioa daré a iéaz gan̄t-han̄ d’ann eûreûd, hag é oé serred ann ôr.
ll. Enn-divez ar gwerc’hézez all a zeûaz ivé, hag a lavaraz : Aotrou, Aotrou, digor d’é-omp.
12. Hôgen hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz : É gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, n’hoc’h anvézann két.
13. Choumid dihun éta, râk na ouzoc’h nag ann deiz nag ann heur.
14. Râk hén̄vel eo oud eunn dén péhini a iéa enn eur vrô bell, hag a c’halvaz hé vévellou, hag a roaz hé vadou d’ézhô.
15. Ha goudé béza rôet pemp talan̄t da unan, daou da eunn all, unan da eunn all, da bép-hini hervez hé c’halloud, é iéaz enn hen̄t râk-tâl.
16. Hôgen ann hini en doa bét pemp talan̄t, a iéaz, hag hô lékéaz é marc’hadourez, hag a c’hounézaz pemp talan̄d all.
17. Enn hévélep doaré, ann hini en doa bét daou dalan̄t, a c’hounézaz daou all.
18. Hôgen ann hini en doa béd unan, a iéaz da ôber eunn toull enn douar, hag a guzaz arc’han̄t hé aotrou.
19. Goudé kalz a amzer é teûaz aotrou ar mévellou-zé, hag é réaz hô c’hount d’ézhô.
20. Hag ann hini en doa bét pemp talan̄t a zeûaz, hag a zigasaz d’ézhan̄ pemp talan̄d all, ô lavarout : Aotrou, pemp talan̄t éc’h euz rôed d’in, chétu pemp talan̄d all em eûz gounézet ouc’h-penn.
21. Hé aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Braô, mével mâd ha léal : dré ma’z oud bét léal war nébeûd a drâ, é likinn ac’hanôd da benn da galz traou : kéa é laouénidigez da aotrou.
22. Ann hini en doa bét daou dalan̄t, a zeuaz ivé, hag a lavaraz : Aotrou, daou dalan̄t éc’h euz rôed d’in, chétu daou dalan̄d all em euz gounézet.
23. Hé aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Braô, mével mâd ha léal ; dré m’az oud bét léal war nébeûd a drâ, é likinn ac’hanôd da benn da galz traou : kéa é laouénidigez da aotrou.
24. Hôgen ann hini n’en doa bét néméd eunn talan̄t a zeûaz ivé, hag a lavaraz : Aotrou, gouzoud a rann pénaoz oud eunn den didruez, pénaoz é védez el léac’h n’éc’h eûz kéd hadet, pénaoz é tastumez el léac’h n’éc’h eûz két skiñet.
25. Ha gan̄d aoun ra-z-od ounn éat, hag em eûz kuzet da dalan̄t enn douar : chétu é rôann d’îd ar péz a zô d’îd.
26. Hôgen hé aotrou a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mével fall ha diek, té a wié pénaoz é védann el leac’h n’em eûz kéd hadet, ha pénaoz é tastumann el léac’h n’em eûz két skiñet :
27. Réd é oa d’îd éta lakaat va arc’han̄t étré daouarn ar varc’hadourien-arc’han̄t, ha pa vijenn deûet em bijé tennet va arc’han̄t gan̄t kampi.
28. Tennid éta hé dalan̄d digan̄t-han̄, ha rôit-hén̄ d’ann hini en deûz dék talan̄t.
29. Râk da néb en deûz é rézô roet, hag é founnô : hôgen da néb n’en deûz két, é vézô lamed digan̄t-han̄, ar péz zô-kén en deûz doaré da gaout.
30. Ha taolid ar mével didalvoudek-zé enn dévalien a ziavéaz : énô é vézô gwélvan, ha skriñ den̄t.
31. Hôgen pa zeûi Mâb ann dén enn hé veûrdez, ha gan̄t-han̄ ann holl élez, neûzé éc’h azézô war drôn hé veûrdez.
32. Hag ann holl boblou a vézô strolled dira-z-han̄, hag é rannô ann eil diouc’h égilé, é-c’hîz ma rann ar paotr ann dén̄ved diouc’h ar gevr.
33. Hag é lakai ann dén̄ved a zéou d’ézhan̄, hag ar gevr a gleiz.
34. Neûzé ar Roué a lavarô d’ar ré a vézô a zéou d’ézhan̄ : Deûet, tûd benniget gan̄t va Zâd, piaouid ar rouan̄télez a zô bét aozed d’é-hoc’h abaoé krouidigez ar béd.
35. Râk naoun am eûz bét, ha c’houi hoc’h eûz rôed da zibri d’in : sec’hed am eûz bét, ha c’houi hoc’h euz rôed da éva d’in : didi é oann, ha c’houi hoc’h euz va digeméret.
36. Noaz é oann, ha c’houi hoc’h euz va gôlôet : klân é oann, ha c’houi a zô deûed d’am gwélout : er vâc’h é oann, ha c’houi a zô deûed d’am c’havout.
37. Neûzé ann dud c’hlân a respoun̄tô hag a lavarô d’ézhan̄ : Aotrou, peûr hon eûz-ni da wélet ô kaout naoun, hag hon eûz rôed da zibri d’îd, pé ô kaout sec’hed, hag hon eûz rôed da éva d’îd ?
38. Ha peûr hon eûz-ni da wélet didi hag hon eûz da zigéméret ; pé noaz, hag hon eûz da c’hôlôet ?
39. Ha peûr hon eûz-ni da wélet klân pé er vâc’h, hag omp deûed d’az kavout ?
40. Hag ar Roué a respoun̄tô hag a lavarô d’ézhô : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, bé wéach hoc’h euz gréat kémen̄t-sé é-kén̄ver unan eûz ar ré zistéra eûz va breûdeûr, hoc’h eûz hé c’hréad d’in.
41. Neûzé é lavarô d’ar ré a vézo a gleiz d’ézhan̄ : Tec’hid diouz-in, tûd milliget, îd enn tân peûr-baduz, a zô béd aozed évid ann diaoul, hag hé élez.
42. Râk naoun am eûz bét, ha n’hoc’h eûz két rôed da zibri d’in : sec’hed am eûz bét, ha n’hoc’h eûz két rôed da éva d’in.
43. Didi é oann, ha n’hoc’h eûz két va digéméret : noaz é oann, ha n’hoc’h eûz két va gôlôet : klân ounn bét, hag er vâc’h, ha n’oc’h kéd deûed d’am gwélout.
44. Neûzé hî a respoun̄tô hag a lavarô d’ézhan̄ : Aotrou, peûr hon eûz-ni da wélet ô kaout naoun pé zec’hed, didi pé diziḻad, klân pé er vâc’h, ha n’hon eûz kéd da skoaziet ?
45. Neûzé hén̄ a respoun̄tô hag a lavarô d’ézhô : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz kémen̄t gwéach ha n’hoc’h eûz két gréat kémen̄t-sé é-kén̄ver unan eûz ar ré zistéra eûz ar ré-man̄, n’hoc’h eûz kéd hé c’hréat em c’hén̄ver.
46. Hag ar ré-man̄ a iélô enn en̄krez peûr-baduz, hag ar ré c’hlân er vuez peûr-baduz.
1. Ha goudé m’en doé Jézuz peûr-lavared ann holl c’hériou-zé, é lavaraz d’hé ziskibied :
2. Gouzoud a rît pénaoz é vézô gréad ar Pask da benn daou zervez, ha Mâb ann dén a vézô gwerzet évit béza staged ouc’h ar groaz.
3. Neuzé pennou ar véleien, hag hénaoured ar bobl en em strollaz é léz ar bélek-brâz, a c’halved Kaifaz :
4. Hag en em guzulion̄t évit gouzout pénaoz kémérout Jézuz gan̄d ijin, hag hé lakaad d’ar marô.
5. Hôgen hî a lavaré : Na réomp két kémen̄t-sé é deiz eur gouél, gan̄d aoun na zavché dispac’h é-touez ar bobl.
6. Hôgen pa édo Jézuz é Bétania é-tî Simon al lovr,
7. É teûaz d’hé gavoud eur vaouez péhini é doa eul léstr alabastr (G) leûn a louzou c’houéz-vâd, ha talvouduz brâz, hag a skuḻaz war hé benn é-pâd édo gourvézet.
8. Hôgen ann diskibled pa wéljon̄t kémen̄t-sé, a zavaz droug enn-hô, hag é léverjon̄t : Da bétrâ ar c’holl-zé ?
9. Râg galled é divijé gwerza kér ann dra-zé, ha rei ann arc’han̄t d’ar béorien.
10. Hôgen Jézuz ô c’houzoud ann dra-zé, a lavaraz d’ézhô : Pérâg é c’hlac’harit-hu ar c’hrég-zé ? Râk eunn dra vâd é deûz gréad em c’hén̄ver.
11. Râk péorien hô pézô bépréd gan-é-hoc’h : hôgen n’hô pézô két bépréd ac’hanoun.
12. Ha pa é deûz-hi skuḻet al louzou c’houés-vad-zé war va c’horf, é deûz hé c’hréat évit va liéna.
13. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, penaoz é pé léac’h-bennag er béd holl ma vézô prézéged ann Aviel-man̄, é vézô lavared é koun anézhi (G), ar péz é deûz gréat.
14. Neûzé unan eûz ann daouzék, pehini a ioa hanvet Iuzaz Iskariot, a iéaz da gavout pennou ar véleien :
15. Hag é lavaraz d’ézhô : Pétrâ a rôot-hu d’in, ha mé hen lakai étré hô taouarn ? Hag hî a réaz marc’had gan̄t-han̄ eûz a drégon̄t péz arc’han̄t.
16. Hag a neûzé é klaské ann drô d’hé lakaad étré hô daouarn.
17. Hôgen d’ann deiz ken̄ta eûz a c’houel ar bara hép goell, ann diskibléd a zeûaz da gavout Jézuz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : É pé léac’h é fell d’îd é aozemp d’îd ar Pask da zibri ?
18. Ha Jézuz a lavaraz : Id da géar da gavoud hen-ha-hen, ha livirid d’ézhan̄ : Ar mestr en deûz lavaret : Va amzer a zo tôst ; enn da di é rinn ar Pask gan̄t va diskibled.
19. Hag ann diskibled a réaz ével m’en doa gourc’hémennet Jézuz d’ézhô, hag é aozjon̄d ar Pask.
20. Pa oé deûed éta ar pardaez, en em lékéaz ouc’h taol gan̄d hé zaouzég diskibl.
21. Ha pa édo ar ré-man̄ ô tibri é lavaraz : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz unan ac’hanoc’h am gwerzô.
22. Hag ô véza glac’haret braz, é téraoujon̄d holl da lavaroud d’ézhan̄ : Ha me eo Aotrou ?
23. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz : Ann hini a laka hé zourn ganén̄ er plâd, hen-nez eo am gwerzô.
24. Mâb ann dén évit-gwîr a ia ével ma eo skrived diwar hé benn : hôgen gwâ ann dén gan̄t péhini é vézô gwerzet Mâb ann dén : gwell é vé d’ann dén-zé na vé két bét ganet.
25. Hôgen Iuzaz, péhini a werzaz anézhan̄, a respoun̄taz hag a lavaraz : Ha mé eo, Mestr ? Hag hén̄ a lavaraz : Lavared éc’h eûz.
26. Ha pa édon̄t ô koania, Jézuz a géméraz bara, hag hé vinnigaz ; hag hé dorraz, hag hé rôaz d’hé ziskibled, ô lavarout : Kémérit, ha debrit : ann dra-man̄ eo va c’horf.
27. Hag ô kéméroud ar c’halir é trugarékéaz, hag hé rôaz d’ézhô ô lavarout : Évit holl euz a hé-man̄,
28. Râg hé-man̄ eo va goâd eûz ann testaman̄t névez, péhini a vézô skuḻet évit meûr a hini évid ann distol eûz ar péc’héjou.
29. Hôgen lavaroud a rann d’é-hoc’h, pénaoz na évinn mui eûz ar frouez-zé eûz ar winien, bétég ann deiz-zé é péhini éc’h évinn anézhan a nevez é rouan̄télez va Zâd.
30. Ha goudé béza kanet eunn himm, éz éjon̄t war Ménez Olived.
31. Neûzé Jézuz a lavaraz d’ézhô : Eunn darvoud a wall-skouér é vézinn évid-hoc’h holl enn nôz-man̄. Râk skrived eo : Skei a rinn gan̄d ar mesaer, ha dén̄véd ann tropel a vézô skiñet.
32. Hôgen goudé ma vézinn savet a varô da veô, é tiaraoginn ac’hanôc’h é Galiléa.
33. Ha Per a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ha pa vijez eunn darvoud a wall-skouér évid ann holl, na vézi bikenn eur wal-skouér évid-oun.
34. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : É-gwirionez hel lavarann d’îd pénaoz enn nôz-man̄, abarz ma kanô ar c’hiḻek, em dinac’hi teir gwéach.
35. Per a lavaraz d’ézhan̄ : Ha pa vé réd d’in mervel gan̄-éz, n’az dinac’hinn két. Hag ann holl ziskibled a lavaraz ével-t-han̄.
36. Neûzé Jézuz a zeûaz gan̄t-hô enn eul léac’h a c’halved Jetsémani, hag é lavaraz d’hé ziskibled : Azézid aman̄, en̄dra ma’z inn da bidi a-hon̄t.
37. Hag é kéméraz Per, ha daou vab Zébédé, hag é téraouaz tristaat hag en em c’hlac’hari.
38. Neûzé é lavaraz d’ézhô : Trist eo va éné bétég ar marô : choumid aman̄, ha béḻit gan-én̄.
39. Hâg ô von̄d eunn nébeût pelloc’h, en em strin̄kaz war hé c’hénou d’ann douar, hag é pédaz, ô lavarout : Va Zâd, mar d-eo galluz, ra’z ai ar c’halir-zé é-biou d’in ; hôgen koulskoudé na vézet két gréat hervez va ioul, hôgen hervez da hini.
40. Hag é teûaz da gavoud hé ziskibled, péré a gavaz kousket, hag é lavaraz da Ber : Pétrâ ha n’hoc’h eûz két gellet beḻa eunn heur gan-én̄ ?
41. Béḻit, ha pédit évit na viot két temptet. Râg ar spéred a zô téar, hôgen ar c’hîg a zô gwan.
42. Mon̄d a réaz adarré eunn eil gwéach, hag é pédaz, ô lavarout : Va Zâd, ma na hell ar c’halir-zé mon̄d é-biou d’in héb éva anézhan̄, ra vézô gréad da ioul.
43. Hag é teûaz adarré, hag hô c’havaz kousket : râg hô daou-lagad a ioa bec’hiet gan̄d ar môrgousk.
44. Hag ô véza hô c’huitéet, éz éaz adarré, hag é pédaz évid ann trédé gwéach, ô lavaroud ann hévélep geriou.
45. Neûzé é teûaz da gavoud hé ziskibled, hag é lavaraz d’ézhô : Kouskit bréma hag arzaôit : chétu é tôsta ann heur é péhini Mâb ann dén a vézô lékéad étré daouarn ar béc’herien.
46. Savid, ha déomp : chétu é tôsta ann hini am gwerzô (G).
47. Komza a réa c’hoaz, ha chétu Iuzaz unan eûz ann daouzék a zeuaz, ha gan̄t-han̄ eul lôd brâz a dûd gan̄t klézeier ha bisier, péré a ioa kaset gan̄t pennou ar véleien, hag hénaoured ar bobl.
48. Hôgen ann hini a werzaz anézhan̄, en doa rôed d’ézhô eunn arouéz, ô lavarout : Ann hini a bokinn d’ézhan̄, hen-nez eo, dalc’hit-hén̄.
49. Ha râk-tal é tôstaaz ouc’h Jézuz, hag é lavaraz : Béz iac’h, Mestr. Hag é pokaz d’ézhan̄.
50. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Va miñoun, da bétrâ oud-dé deûet ? Neuzé é tôstajon̄t, é lékéjon̄d hô daouarn war Jezuz, hag é talc’hjon̄d anézhan̄.
51. Ha chétu unan eûz ar ré a ioa gan̄t Jézuz, a astennaz hé zourn, a dennaz hé glézé, a skôaz gan̄t mével prin̄s ar véleien hag a drouc’haz hé skouarn d’ézhan̄.
52. Neûzé Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Laka da glézé enn hé léac’h : râk piou-bennâg a gémérô ar c’hlézé, a varvô gan̄d ar c’hlézé.
53. Ha menna a réz, pénaoz na hellfenn két pidi va Zâd, ha pénaoz na gasfé kéd d’in râk-tâl ouc’h-penn daouzék van̄den élez ?
54. Pénaoz éta é vézô-hî sévéned ar Skrituriou, pa eo réd é vé ével-sé ?
55. Enn heur-zé Jézuz a lavaraz d’ar van̄den-zé : Deûd oc’h gan̄t klézeier ha gan̄t bisier évit kregi enn-oun, ével enn eur laer : bemdéz é oann azézet enn hô touez ô teski enn templ, ha n’hoc’h eûz két va c’héméret.
56. Hôgen kémen̄t-sé a zô c’hoarvézet, évit ma vijé sévénet ar péz a zô bét skrivet gan̄d ar broféded. Neûzé ann diskibled holl, ô véza hé lézet, a dec’haz-kûit.
57. Ha p’hô dévoé ar ré-man̄ kéméret Jézuz, é kaschon̄d anézhan̄ da dî Kaifaz prin̄s ar véleien, é péléac’h é oa strollet ar Skribed hag ann Hénaoured.
58. Hôgen Per a heûliaz anézhan̄ a-bell, bété léz prin̄s ar véleien. Hag ô véza éad ébarz, éc’h azézaz é-touez ar mévellou, évit gwélout ann divez.
59. Koulskoudé Prin̄sed ar véleien, hag ann holl alierien a glaské eunn desténi faoz a-énep Jézuz, évit ma hen lakajen̄t d’ar marô :
60. Ha na kavchon̄t két, pétrâ-bennâg ma teuaz kalz a fals destou. Hôgen enn-divez é teûaz daou fals-dest,
61. Péré a lavaraz : Hé-man̄ en deûz lavaret : Mé a hell disman̄tra templ Doué, hag hé zével a-nevez a-benn tri dévez.
62. Ha Prin̄s ar véleien ô sével enn hé zâ, a lavaraz d’ézhan̄ : Ha na respoun̄tez nétrâ d’ar péz a desténion̄t enn da énep ?
69. Hôgen Jézuz a davé. Ha Prin̄s ar véleien a lavaraz d’ézhan̄ : Da bidi a rann enn hanô ann Doué béô, da lavaroud d’é-omp mar d-oud ar C’hrist Mâb Doué.
64. Jezuz a lavaraz d’ézhan̄ : Hé lavared éc’h euz. Hôgen lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz é wélot gan̄d ann amzer Mâb ann dén azézed a zéou da c’halloud Doué, hag ô ton̄t war c’hoabrou ann én̄v.
65. Neûzé Prin̄s ar wéleien a rogaz hé ziḻad, hag a lavaraz : Touet en deûz ; da bétrâ hon euz-ni mui ézomm a destou ? Chétu bréma hoc’h eûz hé gleved ô toui :
66. Pétrâ a vennit-hu ? Hag hî a respountaz hag a lavaraz : Ar marô a dalvez.
67. Neûzé é skôpchon̄t oud hé dal, hag é rôjon̄t taoliou-dourn d’ézhan̄, ha ré all a garvanataz anézhan̄,
68. O lavarout : Diougan d’é-omp, Krist, piou eo ann hini en deûz skôet gan-éz ?
69. Hôgen Per a ioa azézed er-méaz eûz al lez : hag é tostaaz out-han̄ eur vatez, péhini a lavaraz d’ézhan̄ : Té a ioa ivé gan̄t Jézuz a C’haliléa.
70. Hag hén̄ hen nac’haz dirâg ann holl, ô lavarout : Na ouzonn két pétrâ a lévérez.
71. Ha pa dréméné dré ann ôr, eur vatez all hen gwélaz, hag a lavaraz d’ar ré a ioa énô : Hé-man̄ a ioa ivé gan̄t Jézuz a Nazaret.
72. Hag é nac’haz adarré enn eur doui hag ô lavarout : Na anavézann kéd ann dén-zé.
73. Ha nébeût goudé ar ré a ioa énô a dôstaaz, hag a lavaraz da Ber : Évit-gwîr té a zô eûz ar ré-zé : râk diouc’h da lavar hen anavézeur.
74. Neûzé é téraouaz drouk-pédi ha toui pénaoz na anavézé kéd ann dén-zé. Ha râk-tâl ar c’hiḻeg a ganaz.
75. Ha Per en doé koun eûz a c’hér Jézuz pa lavaraz d’ézhan̄ : Abarz ma kanô ar c’hiḻek, ez pézô va dinac’het teir gwéach. Hag ô véza éad er-méaz, é wélaz gan̄t c’houervder.
1. Hôgen pa oé deûed ar min̄tin, holl brin̄sed ar véleien hag holl hénaoured ar bobl en em guzuliaz a-énep Jézuz, évid hé lakaad d’ar marô.
2. Hag ô véza hé éréet, é kaschon̄d anézhan̄, hag hen lékéjon̄d étré daouarn Pon̄s-Pilat, mérer ar vrô.
3. Neûzé Iuzaz, pehini en doa he werzet, ô wélout pénaoz é oa barnet, é savaz keuz enn-han̄, hag é kasas ann trégon̄t péz arc’han̄t da brin̄sed ar véleien ha d’ann hénaoured,
4. O lavarout : Péc’het em eûz ô werza ar goâd dinam. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Pé vern d’é-omp-ni ? Ann dra-zé a zell ouz-id.
5. Ha goudé béza taoled ann arc’han̄t enn templ, éz éaz-kuît, hag en em grougaz.
6. Hôgen prin̄sed ar véleien ô véza kéméred ann arc’han̄t, a lavaraz : Na hellomp két hé lakaad enn ten̄zor, dré m’az eo gwerz ar goâd.
7. Hag ô véza en em guzuliet, é prénjon̄t park eur pôder, évit bésia ann diavésidi.
8. Dré-zé é c’halveur c’hoaz hiriô ar park-zé Haseldama, da lavaroud eo, park ar goâd.
9. Neûzé é oé sévénet geriou ar profed Jérémiaz pa en deûz lavaret : Hag é kémerjon̄t trégon̄t péz arc’han̄t da werz ann hini a zô bét gwerzet, eûz a béhini hô doa gréad ar marc’had gan̄t bugalé Israel :
10. Hag hô rôjon̄d évit park eur pôder, ével ma en deûz merket ann Aotrou d’in.
11. Hôgen Jézuz a ioa enn hé zâ dirâg mérer ar vrô, hag ar mérer a réaz ar goulenn-man̄ out-han̄, ô lavarout : Ha té eo Roué ar Iuzevien ? Jézuz a lavaraz dézhan̄ : Hé lavaroud a réz.
12. Hag ô véza bét tamallet gan̄t prin̄sed ar véleien, ha gan̄d ann hénaoured, na respoun̄taz nétrâ.
13. Neûzé Pilat a lavaraz d’ézhan̄ : Ha na glevez-té két pégémen̄d a desténiou a lavar ann dûd-zé enn da énep ?
14. Ha na respoun̄taz kéd eur gér d’ézhan̄, enn hévelep doaré ma oé souézet-meurbed ar mérer.
15. Hôgen ar mérer en doa ar boaz da leûskel d’ar bobl, enn eunn deiz goél-brâz, ann hini eûz ar brizounierien a venné d’ézhô.
16. Ha neûzé éz oa eur prizounier brudet brâz, a c’halved Barabbaz.
17. Hôgen Pilat ô véza hô strollet a lavaraz d’ézhô : Pehini a vennit-hu a laoskfenn d’é-hoc’h, Barabbaz, pé Jézuz, a c’halveur Krist ?
18. Râg gouzoud a réa pénaoz dré érez oa hô doa hé werzet.
19. Hôgen é-pâd édo war hé gador a varnédigez, hé c’hrég a gasaz eur ré da lavaroud d’ézhan̄ : Na vézet nétrâ étré ann dén dinam-zé ha té. Râk gwall heskinet ounn béd hiriô gan̄d eur wélédigez enn abek d’ézhan̄.
20. Hôgen prin̄sed ar véleien, hag ann hénaoured a aliaz ar bobl da c’houlenni Barabbaz, ha da lakaat Jézuz da golla hé vuez.
21. Mérer ar vrô a lavaraz éta d’ézhô : Péhini anézhô hô daou a vennit-hu a laoskfenn d’é-hoc’h ? Hag hî a lavaraz : Barabbaz.
22. Pilat a lavaraz d’ézhô : Pétrâ a rinn éta euz a Jézuz, a zô galvet Krist ?
23. Holl é léverjon̄t : Ra vézô staget ouc’h ar groaz. Ar mérer a lavaraz d’ézhô : Pé droug éta en deûz-hén̄ gréat ? Hag hî a c’harmé kréoc’h, ô lavarout : Ra vézô staget ouc’h ar groaz.
24. Pilat ô wélout pénaoz na c’hounézé nétrâ, hôgen é kreské ann dispac’h, a géméraz dour, hag a walc’haz hé zaouarn dirâg ar bobl, ô lavarout : Didamall ounn eûz a c’hoad ann dén dinam-zé : war-n-hoc’h é kouézô.
25. Hag ann holl bobl a respoun̄taz hag a lavaraz : Ra gouézô hé c’hoad war-n-omp-ni, ha war hor bugalé.
26. Neûzé é laoskaz d’ézhô Barabbaz : ha goudé béza lékéat skourjéza Jézuz, é lékéaz anézhan̄ étré hô daouarn évit béza staget ouc’h ar groaz.
27. Neûzé soudarded ar mérer ô véza kaset Jézuz é léz ar varn, é stroljon̄t war hé drô ann holl vrézélidi :
28. Hag hî ô véza hé ziwisket, a lékéaz war hé drô eur van̄tel tané.
29. Hag ô véza gwéet eur gurunen gan̄t spern, é lékéjon̄d anézhi war hé benn, gan̄d eur gorsen enn hé zourn déou. Hag ô pléga ar glin dira-z-han̄, é réan̄t goab anézhan̄, ô lavarout : Dématîd, roué ar Iuzevien.
30. Hag ô véza skoped out-han̄, é kémerjon̄d ar gorsen hag é skojon̄t gan̄t-han̄ war hé benn.
31. Ha goudé béza gréat goab anézhan̄, é tennjon̄d ar van̄tel diwar-n-ézhan̄, hag ô véza hé wisket gan̄d hé ziḻad hé-unan, é kaschon̄d anézhân̄ évid hé lakaad oud ar groaz.
32. Hôgen pa’z éan̄d er-méaz é kavchon̄t eunn dén eûz a Ziren, hanvet Simon ; hag é lékéchon̄d anézhan̄ da zougen hé groaz.
33. Hag é teujon̄d enn eul léac’h galvet Golgota, da lavaroud eo, Kalvar.
34. Hag é rôjon̄d d’ézhan̄ da éva gwîn ha béstl mesket gan̄t-han. Ha p’én doé tan̄véet, na fellaz kéd d’ézhan̄ éva.
35. Hôgen goudé m’hô doé hé staged ouc’h ar groaz, é rannjon̄d hé ziḻad étré-z-hô, oc’h hô deûrel d’ar sort ; évit ma vijé sévénet ar péz a zô bét lavaret gan̄d ar Profed ével-henn : Ranned hô deûz va diḻad étré-z-hô, hag hô deûz taolet va zae d’ar sort.
36. Hag ô véza azézet é tiwallen̄d anézhan̄.
37. Hag é lékéjon̄t a-ziouc’h d’hé benn eur skrid war béhini é oa ann abeg eûz hé varnédigez : HÉ-MAN EO JÉZUZ ROUÊ AR IUZEVIEN (G).
38. Neûzé é oé lékéad oud ar groaz gan̄t-han̄ daou laer ; unan war ann dourn déou, hag eunn all war ann dourn kleiz.
39. Hôgen ar ré a dréméné, a zrouk-pédé gan̄t-han̄ enn eur heja hô fennou,
40. Hag ô lavarout : Té péhini a zisman̄tr templ Doué, hag her sâv a nevez a-benn tri deiz : en em zavété da-unan. Mar d-oud Mâb Doué, diskenn euz ar groaz.
41. Prin̄sed ar véléien, ar skribed hag ann hénaoured a réa ivé goab anézhan̄, ô lavarout :
42. Ar ré all en deûz savétéet, ha na hell kéd en em zavétei hé-unan. Mar-d-éo roué Israel, diskennet bréma eûz ar groaz ; ha nî a grédô enn-han̄.
43. Fisioud a ra é Doué ; ra zeûi éta bréma d’hé zieûbi, mar kâr : râk lavared en deûz : Mâb Doué ounn.
44. Al laéroun a ioa staged oud ar groaz gan̄t-han̄, a réa d’ézhan ann hévéleb rébéchou.
45. Hôgen adaleg ar c’houec’hved heur bétég ann naved, é oé gôlôed ann douar holl a dévalien.
46. Hag é-trô ann naved heûr é c’harmaz Jézuz gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout : Éli, Éli, lamma sabaktani ? da lavaroud eo : Va Doué, va Doué, perâg éc’h eûz-dé va dilézet ?
47. Hôgen hiniennou péré a ioa choumed énô, hag a glevé anézhan̄, a lavaraz : Élias a c’halv hé-man̄.
48. Ha râk-tâl unan anézhô a rédaz, hag ô véza kéméred eur spoué, hé leûniaz a wîn-egr, hé lékéaz é penn eur gorsen, hag hé rôaz dézhan̄ da éva.
49. Hôgen ar ré all a lavaré : List da ôber, gwélomp mar teûi Éliaz d’hé zieûbi.
50. Neûzé Jézuz ô c’harmi adarré gan̄d eur vouéz gré, a rôaz hé spéred.
51. Ha chétu gwél ann templ a rogaz é diou gévren, adaleg al lein bétég ar gwéled ; hag ann douar a grénaz ; hag ar vein a fraḻaz.
52. Hag ar bésiou a zigoraz ; ha kalz a gorfiou sen̄t, péré a ioa kousket, a zavaz eûz a varô da véô.
53. Hag ô von̄d er-méaz eûz hô bésiou, goudé ma oa saved-hén̄, é teûjond er géar zan̄tel, hag en em ziskouézjon̄d da galz a dûd.
54. Hôgen ar c’han̄téner, hag ar ré a ioa gan̄t-han̄, ô virout Jézuz, pa wéljon̄d ar c’hrén-douar ha kémen̄d a ioa c’hoarvézet, a oé spoun̄tet-brâz, hag a lavaraz : Hé-man̄ évit-gwîr a ioa Mâb Doué.
55. Béz’ éz oa ivé énô kalz a verc’hed a zellé a bell, péré hô doa heûliet Jézuz adaleg Galiléa, oc’h hé zervicha :
56. É-touez péré é oa Mari Madalen, ha Mari mamm Jakez ha Jozef, ha mamm mipien Zébédé.
57. Hôgen war ar pardaez, é teûaz eunn dén pinvidig eûz a Arimatéa, hanvet Jozef, péhini a ioa ivé diskibl da Jézuz.
58. Hé-man̄ a iéaz da gavout Pilat, hag a c’houlennaz digan̄t-han̄ korf Jézuz. Neûzé Pilat a c’hourc’hémennaz rei ar c’horf.
59. Ha Jozef ô véza kéméred ar c’horf, hé c’hôlôaz gan̄d eul liénen c’hlân.
60. Hag é lékéaz anézhan̄ enn hé véz nevez hé-unan, pehini en doa lékéad da doulla er roc’h. Ha goudé béza ruḻed eur méan brâz ouc’h dôr ar béz, éz éaz-kuît.
61. Hôgen Mari Madalen, hag ar Mari all a ioa azézed énô é-kichen ar béz.
62. Hag an̄trônôz, péhini a ioa ann deiz goudé ar gousper, prin̄sed ar véleien hag ar Farizianed en em strollaz hag a iéaz da gavout Pilat.
63. Hag é léverjon̄d dézhan̄ : Aotrou, deûed eo da goun d’é-omp pénaoz ann toueller-zé en deûz lavaret, hag hén̄ c’hoaz béô : Goudé tri deiz é savinn a varô da véô.
64. Gourc’hémenn éta ma vézô mired ar béz bétég ann trédé deiz ; gan̄d aoun na zeûfé hé ziskibled d’hé laéra, ha da lavaroud d’ar bobl : Saved eo a varô da véô ; hag ar fazi divéza a vézô gwâz égéd ar c’hen̄ta.
65. Pilat a lavaraz d’ézhô : Gwarded hoc’h eûz. Id, ha mirit-hén ével ma kerrot.
66. Mon̄d a réjon̄d éta kuît, hag évit miroud ar béz é stageljon̄t ar méan, hag é lékéjon̄t gwarded war hé drô.
1. Hôgen da bardaez ar sabbat, pa luc’hé ar c’hen̄ta deiz eûz ar sabbad all, é teûaz Mari Madalen, hag ar Mari all évit gwéloud ar béz.
2. Ha chétu é c’hoarvézaz eur c’hrén-douar ; râg eunn Éal eûz ann Aotrou a ziskennaz eûz ann én̄v, hag a zeûaz da ruḻa ar méan : hag é azezaz war-n-ézhan̄.
3. Hé zremm a ioa lugernuz ével eul luc’héden : hag hé zaé a ioa gwenn ével ann erc’h.
4. Hôgen hé warded a oé taget gan̄d eur spoun̄t brâz, hag é teûjon̄d ével tûd-varô.
5. Hag ann Éal a respoun̄taz hag a lavaraz d’ar gragez : Na spoun̄tit két, c’houi : râg gouzoud a rann pénaoz é klaskit Jézuz péhini a zô bét lékéad ouc’h ar groaz.
6. N’éma kéd aman̄ : râk saved eo a varô da véô, hervez m’en doa lavaret. Deûit, ha gwélit al léac’h é péhini é oa bét lékéat ann Aotrou.
7. Hag ît râk-tâl, ha livirid d’hé ziskibled pénaoz eo saved a varô da véô : ha chétu é tiaraogô ac’hanoc’h é Galiléa : énô hen gwélot. Chétu em eûz hé lavared d’é-hoc’h araok.
8. Hag éz éjon̄t râk-tâl er-méaz eûz ar béz gan̄t spoun̄t ha laouénidigez vrâz, hag é rédjon̄t da ziskléria kémen̄t-man̄ d’ann diskibled.
9. Ha chétu Jézuz a iéaz d’hô diambrouga, ô lavarout : Dématéoc’h. Hag hî a dôstaaz, hag oc’h en em deûrel d’hé dreid, éc’h azeûljon̄d anézhan̄.
10. Neûzé Jésuz a lavaraz d’ézhô : Na spoun̄tit két. It, ha livirid d’am breûdeûr mon̄d é Galiléa ; énô eo é wélin̄d ac’hanoun.
11. Pa oé éat-kuîd ar ré-man̄, chétu lôd eûz ar warded a zeûaz é kéar, hag a ziskleriaz da brin̄sed ar véleien kémen̄d a ioa c’hoarvézet.
12. Hag ar ré-man̄ ô véza en em strollet gan̄d ann hénaoured, ha goudé béza en em guzuliet, a rôaz kalz a arc’han̄t d’ar zoudarded,
13. O lavarout : Livirit pénaoz eo deued hé ziskibled é-pâd ann nôz, hag hô deûz hé laérét, é-keit ma oac’h kousket.
14. Ha mar teû mérer ar vrô da glevout kémen̄t-man̄, nî a gen-drec’hô anézhan̄, hag a zavétéô ac’hanoc’h.
15. Hag hi, ô véza kéméréd ann arc’han̄t, a réaz ével ma oa bét lavared d’ézhô. Hag ar gér-zé a oé brudet, hag a bâd c’hoaz hiriô é-touez ar Iuzevien.
16. Hôgen ann unnék diskibl a iéaz é Galiléa war ar ménez, war béhini en doa Jézuz goûrc’hémennet d’ézhô en em gavout.
17. Ha pa her gwéljon̄t, éc’h azeuljon̄d anézhan̄. Hôgen lôd a arvaré.
18. Ha Jézuz a dôstaaz out-hô, hag a lavaraz d’ézhô : Holl-c’halloud a zô bét rôed d’in enn én̄v ha war ann douar.
19. Id éta, ha kélennit ann holl boblou, ha badézit-hô enn hanô ann Tâd, hag ar Mâb, hag ar Spéred-santel :
20. Ha deskid d’ézhô mirout kémen̄d em eûz gourc’hémenned d’é-hoc’h. Ha chétu émoun gan-é-hoc’h bemdez, bétég ann divez eûz ar béd.