Bibl/Levr 2. S. Iann
1. Ar bélek d’ann itroun Élekta, ha d’hé bugalé, péré a garann er wirionez, ha nann mé va-unan, hôgen ar ré holl a anavez ar wirionez ;
2. Enn abek d’ar wirionez a choum enn-omp, hag a vézô gan-é-omp da virvikenn.
3. Ra vézô gan-é-hoc’h ar c’hrâs, ann trugarez, hag ar péoc’h digan̄d Doué ann Tâd, ha digan̄t Jézuz-Krist Mâb ann Tâd, er wirionez hag er garan̄tez.
4. En em laouénéet braz ounn ô wélout hiniennou euz da vugalé ô kerzout er wirionez, hervez ar gourc’hémenn a zô rôed d’é-omp gan̄d ann Tâd.
5. Ha bréma é pédann ac’hanod, itroun, nann ével ma skriffenn d’îd eur gourc’hémenn névez, hôgen é-c’hiz ma eo bét rôed d’éomp adalek ar penn-ken̄ta, ma en em girimp ann eil égilé.
6. Hag hou-man̄ eo ar garan̄tez, ma kerzimp hervez gourc’hémennou Doué. Rag hé-man̄ eo ar gourc’hémenn, ma kerzot enn-han̄, ével ma hoc’h eûz hé gleved adaleg ar penn-ken̄ta.
7. Râk kalz touellérien a zô savet er béd, péré na an̄savon̄t két pénaoz eo deûet Jézuz-Krist er c’hîk : hen-nez eo ann toueller hag ann An̄tikrist.
8. Likid évez, c’houi gan̄d aoun na gollfac’h ar péz hoc’h euz gréat, hôgen ma vézô rôed d’é-hoc’h eur gôpr brâz.
9. Piou-bennâg a dec’h, ha na choum két é kélénnadurez ar C’hrist, n’en deûz kéd Doué : ha néb a choum er gélénnadurez, hen-nez en deûz hag ann Tâd hag ar Mâb.
10. Mar teû eur ré d’hô kavout, ha ma na zoug két ar gélénnadurez-zé, zigémérit kéd anézhan̄ enn hô ti, ha na livirit két deiz-mâd d’ézhan̄.
11. Râk néb a lavar deiz-mâd d’ézhan̄, zô kévrennek enn hé wall ôberiou.
12. Pétrâ-bennâg m’am boa kalz a draou da skriva d’e-hoc’h, né két felled d’in hé ôber gan̄t paper ha liou : râk mé a esper mon̄d d’hô kwélout, ha komza ouz-hoc’h bég-ouc’h-vég ; évit ma vézô leûn hô lévenez.
13. Bugalé da c’hoar Élekta a zalud ac’hanod.