Bibl/Levr 3 ar Rouéed
1. Hag ar roué David a oa deûet da véza kôz ; hag hén̄ a oa hir-hoalet : ha kaer hô dôa hé c’hôlei gan̄d diḻad, na hellet két hé domma.
2. Hé zervicherien éta a lavaraz d’ézhan̄ : Nî a glaskô évid ann aotrou, hor roué, eur plac’h-iaouan̄k gwerc’h ; hag hî a choumô dirâg ar roué, hag a brédériô anézhan̄ : hag hî a gouskô enn hé askré, hag a dommô d’ann aotrou hor roué.
3. Hag hî a glaskaz éta eur plac’h-iaouan̄k kaer é holl vrô Israel ; hag é kafchon̄t Abisag eûz a Zunam ; hag é tigazchon̄t anézhi d’ar roué.
4. Hôgen hî a oa eur plac’h-iaouan̄k kaer-meûrbéd ; hag hî a gouské gan̄d ar roué, hag a zerviché anézhan̄ : hôgen ar roué na anavézaz két anézhi.
5. Koulskoudé Adonias, mâb Haggit, a zavé, ô lavarout : Mé eo a rénô. Hag hén̄ a lékéaz da ôber kirri évit-han̄, hag a géméraz marc’héien, hag han̄ter-kan̄t dén évit rédek enn hé raok.
6. Ha biskoaz hé dâd na grozaz anézhan̄, ha na lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg éc’h eûz té gréat ével-sé ? Hôgen hé-man̄ a oa ivé kaer-meûrbéd, hag ann eil ganet goudé Absalom.
7. Hag unvan é oa gan̄t Joab, mâb Sarvia, ha gan̄d Abialar ar bélek, péré a gen-nerzé ar ré a ioa enn tû gan̄t Adonias.
8. Hôgen Sadok, ar Bélek-brâz, ha Banaias, mâb Joiada, ha Natan ar profed, ha Sémei ha Rei, ha ners armé David, na oan̄t két évid Adonias.
9. Adonias ô véza lazet tourzed, ha leûéou, hag a bép loen lard, é-tâl Méan Zobélet péhini a oa tôst da feun̄teun Kogel, a c’halvaz hé holl vreûdeûr, mipien ar roué, hag holl dûd Juda, servicherien ar roué.
10. Hôgen na c’halvaz két Natan ar profed, na Banaias, nag ar ré galounéka eûz ann armé, na Salomon hé vreûr.
11. Natan éta a lavaraz da Vetsabéé, mamm Salomon : Ha n’éc’h eûz-té két klevet pénaoz Adonias, mâb Haggit, a zô en em lékéat da roué, hép gouzoud da Zavid hon aotrou ?
12. Deûz éta bréma, kémer kuzul digan-én̄, ha savété da vuez, hag hini Salomon da vâb.
13. Kerz, ha kéa da gavout ar roué David, ha lavar d’ézhan̄ : Ha n’éc’h eûz két touet d’in, mé da vatez, aotrou va roué, ô lavarout : Salomon da vâb a rénô war va lerc’h, hag hén̄ eo a azézô war va zron ? Pérâg eta é rén Adonias ?
14. Ha pa vézi c’hoaz ô komza gan̄d ar roué, mé a zeûi war da lerc’h, hag a grétai da lavar.
15. Bétsabéé a iéaz éta da gavoud ar roué enn hé gamp : hôgen ar roué a oa gwall gôz, hag Abisag eûz a Zunam a zerviché anézhan̄.
16. Bétsabéé a stouaz, hag en em strin̄kaz da dreid ar roué. Hag ar roué a lavaraz d’ézhi : Pétrâ a fell d’id ?
17. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Va aotrou, te éc’h eûz touet dré ann Aotrou da Zoué d’as vatez : Salomon da vâb a rénô war va lerc’h, hag hén̄ eo a azézô war va zron.
18. Ha chétu bréma é rén Adonias, hép gouzoud d’id, aotrou va roué.
19. Lazet en deûz éjenned, hag a bép loen lard, ha kalz tourzed ; hag hén̄ en deûz galvet holl vipien ar roué, hag ivé Abiatar, ar bélek, ha Joab, prin̄s ann armé : hôgen n’en deûz két galvet Salomon da zervicher.
20. Koulskoudé, aotrou va roué, holl Israel en deûz hé zaoulagad war-n-oud, évit ma rôi da anaout d’ézhô, piou a dlé azéza war da drôn, aotrou va roué, war da lerc’h.
21. Râk pa vézô kousket ann aotrou va roué gan̄d hé dadou, é vézimp lékéat, mé ha da vâb Salomon, ével gwallerien.
22. Ha pa gomzé c’hoaz hî oud ar roué, é teûaz Natan ar profed.
23. Hag é oé lavaret d’ar roué : Chétu Natan ar profed. Ha pa oé kaset dirâg ar roue, ha pa oé-hén̄ en em strin̄ket d’ann douar,
24. É lavaraz Natan : Aotrou va roué, ha lavaret éc’h eûz-té : Adonias a rénô war va lerc’h, hag hén̄ a azézô war va zrôn ?
25. Râk diskennet eo hiriô, ha lazet eo bét gan̄t-han̄ éjenned, ha loéned lard, ha kalz tourzed ; hag hén̄ en deûz galvet holl vipien ar roue, ha prin̄sed ann armé, hag Abiatar ar bélek : hag hî a zebr hag a év gan̄t-han̄, hag a lavar : Bézét béô ar roué Adonias.
26. Hôgen n’en deûz galvet na mé, da zervicher, na Sadok, ar Bélek-brâz, na Banaias, mâb Joiada, na Salomon, da zervicher.
27. Ha dioud ann aotrou, va roué, eo deûet ann urs-sé, héb béza rôet da anaoud d’in piou a dlié azéza war drôn ann aotrou, va roué, war hé lerc’h ?
28. Hag ar roué David a respoun̄taz hag a lavaraz : Galvit Betsabéé d’am c’havout. Ha pa oé deûet-hî da gavoud ar roué, ha ma choumé enn hé zâ dira-z-han̄,
29. É touaz ar roué, hag é lavaraz : Ével ma eo béô ann Aotrou, péhini en deûz tennet va éné eûz a bép drouk,
30. Ével ma em eûz touet d’id dré ann Aotrou, Doué Israel, ô lavarout : Salomon va mâb a rénô war va lerc’h ; ével-sé é rinn hiriô.
31. Neûzé Betsabéé oc’h en em strin̄ka war hé génou d’ann douar, a azeûlaz ar roué, hag a lavaraz : Bézet béô da-vikenn David, va aotrou.
32. Ar roué David a lavaraz c’hoaz : Galvit d’am c’havout Sadok, ar Bélek-brâz, ha Natan, ar profed, ha Banaias, mâb Joiada. Ha pa oen̄t deûet dirâg ar roué,
33. É lavaraz-hén̄ d’ézhô : Kémérit gan-é-hoc’h servicherien hoc’h aotrou, ha likiit Salomon, va mâb, war va mulez ha kasit-hén̄ da Gihon.
34. Ha ra vézô éôliet énô gan̄t Sadok ar Bélek-brâz, ha gan̄t Natan ar profed, da roué war Israel ; ha c’houi a embannô gan̄d ar c’horn-boud, hag a lavarô : Bézet béô ar roué Salomon.
35. C’houi a biñô war hé lerc’h ; hag hen a zeûi, hag a azézô war va zrôn, hag a rénô évid-oun : ha mé a c’hourc’hémennô dézhan̄ da véza da benn war Israel ha war Juda.
36. Ha Banaias, mâb Joiada, a lavaraz d’ar roué : Amen ; ra vézô gréat, hervez ma lavar ann Aotrou, Doué va roué.
37. Ével ma eo bét ann Aotrou gan̄d ann aotrou va roué, ra vézô ével-sé gan̄t Salomon ; ha ra zavô c’hoaz mui hé drôn, égét né d-eo bét savet hini ann aotrou David, va roué.
38. Sadok éta ar Bélek-brâz, ha Natan ar profed, ha Banaias, mâb Joiada, hag ar Sérétied, hag ar Félétied a ziskennaz ; hag hî a lékéaz Salomon da biña war vulez ar roué David, hag a gasaz anézhan̄ da C’hihon.
39. Ha Sadok ar Bélek-brâz, a géméraz eur c’horñad éôl eûz ann tabernakl, hag a éôliaz Salomon. Hag hî a zonaz gan̄d ar c’horn-boud, hag ann holl bobl a lavaraz : Bézet béô roué Salomon.
40. Hag ann holl bobl a biñaz war hé lerc’h, ha kalz anézhô a c’hoarié gan̄t sutellou, hag en em laouénéé kaer : hag ann douar a zassoné gan̄d hô cholori.
41. Hôgen Adonias, hag ar ré holl a oa bét pédet gan̄t-han̄, a glevaz, pa oa echu ar banvez : ha Joab ô véza klevet son ar c’horn-boud, a lavaraz : Pétrâ eo ann trouz hag ann dispac’h a zô é kéar ?
42. Ha pa gomzé c’hoaz, Jonatas, mâb Abiatar, ar bélek a zeûaz ; hag Adonias a lavaraz d’ézhan̄ : Deûz ébarz, râg eunn dén kalouneg oud, hag é tigasez kélou mâd.
43. Ha Jonatas a lavaraz da Adonias : É-nép doaré, râg ar roué David hon aotrou en deûz lékéat Salomon da roué :
44. Hag hén̄ en deûz kaset gan̄t-han̄ Sadok ar Bélek-brâz, ha Natan ar profed, ha Banaias, mâb Joiada, hag ar Sérétied, hag ar Félétied : hag hî hô deûz hé lékéat war vulez ar roué.
45. Ha Sadok ar Bélek-brâz, ha Natan ar profed hô deûz hé éôliet da roué é Gihon : hag ac’hanô in̄t piñet oc’h en em laouénaat dré ar géar holl ; hen-nez eo ann trouz hoc’h eûz klevet.
40. Salomon zô-kén a zô azézet war drôn ar rouan̄télez.
47. Ha servicherien ar roué a zô deûet, hag hô deûz benniget ar roué David hon aotrou, ô lavarout : Ra lakai Doué hanô Salomon dreist da hanô, ha ra zavô hé drôn uc’héloc’h égéd da drôn. Hag ar roué a azeûlaz war hé wélé,
48. Hag a lavaraz : Benniget ra vézô ann Aotrou, Doué Israel, péhini en deûz rôet hiriô d’in unan évid azéza war va zrôn, ha mé c’hoaz oc’h hé wélout.
49. Ar ré holl éta péré a oa bét pédet gan̄d Adonias a oé spoun̄tet, hag a zavaz ; hag hî a iéaz pép-hini enn hé hen̄t.
50. Hôgen Adonias, péhini en dôa aoun râk Salomon, a zavaz, hag a iéaz-kuît, hag a grôgaz é korn ann aoter.
51. Ha lavaret é oé da Zalomon : Chétu Adonias, péhini gan̄d ann aoun en deûz râg ar roué Salomon, a zô harpet é korn ann aoter, hag a lavar : Ra douô d’in hiriô ar roué Salomon, pénaoz na lazô két hé zervicher gan̄d ar c’hlézé.
52. Ha Salomon a lavaraz : Mar d-eo bét eunn dén mâd, na gouézô két d’ann douar eur vléven hep-kén eûz hé benn : hôgen mar béz kavet droug enn-han̄, é-varvô.
53. Ar roué Salomon a gasaz éta, évit tenna Adonias dioc’h ann aoter. Hag hén̄ a zeûaz, hag a azeûlaz ar roué Salomon. Ha Salomon a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa d’as tî.
1. Hôgen deiz marô David a dostéé, hag hén̄ a rôaz ann aliou-man̄ da Zalomon hé vâb, ô lavarout :
2. Mon̄d a rann enn hen̄t é péhini é tlé mon̄d ann holl dûd : en em nerza, ha béz eunn dén.
3. Gra gourc’hémennou ann Aotrou, da Zoué, ha kerz enn hé hen̄chou ; ha mir hé lidou, hag hé gélennou, hag hé varnédigézou, hag hé desténiou, ével ma eo skrivet é lézen Moizez, évit ma wézi pétrâ éc’h eûz da ôber, ha war bé dû é tléez trei ;
4. Évit ma sévénô ann Aotrou ar gér en deûz rôet d’in, ô lavarout : Ma vîr da vipien hô hen̄chou, ha mar kerzon̄t dira-z-oun er wirionez, a greiz hô c’haloun hag a greiz hô éné, na vézô tennet hini anézhô diwar drôn Israel.
5. Té a oar ivé pétrâ en deûz gréat d’in Joab, mâb Sarvia, pétrâ en deûz gréat da zaou eûz a brin̄sed armé Israel, Abner, mâb Ner, hag Amasa, mâb Jéter, péré en deûz lazet, ô skuḻa goad ar brézel er péoc’h, hag en deûz lékéat goad ann emgann war hé c’houriz a oa enn hé zargreiz, ha war hé voutou a oa enn hé dreid.
6. Ober a rî éta hervez da furnez, ha na lezi két hé vléô gwenn da ziskenni er béz é péoc’h.
7. Hôgen anaoudek é vézi é-ken̄ver mipien Berzellai eûz a C’halaad, hag hî a zebrô oc’h da daol : râg hî a zô deûet d’am ziambrouga pa dec’henn a zirâk Absalom da vreûr.
8. Béz’ éc’h eûz ivé gan-éz Sémei, mâb Géra, mâb Jémini, eûz a Vahurim, péhini en deûz gwall villiget ac’hanoun, p’az éann d’ar c’hamp : hôgen ô véza ma eo bét diskennet d’am ziambrouga pa dreûzenn ar Jourdan, mé a douaz d’ézhan̄ dré ann Aotrou, ô lavarout : N’az lazinn két gan̄t ar c’hlézé.
9. Hôgen na c’houzan̄v két é choumfé digastiz. Eunn dén fûr oud, ha té a oar pétrâ a dléez da ôber d’ézhan̄, ha mar d-eo réd lakaad hé vléô gwenn da ziskenni er béz gan̄t goad.
10. David éta a gouskaz gan̄d hé dadou, ha a oé bésiet é kéar David.
11. Hôgen ann deisiou ma rénaz David war Israel a oé eûz a zaou-ugen̄t vloaz : seiz vloaz é rénaz é Hébron, ha tri ha trégon̄t é Jéruzalem.
12. Hôgen Salomon a azézaz war drôn David hé dâd, hag hé rén en em stardaz kré.
13. Neûzé Adonias, mâb Haggit, a iéaz da gavout Betsabéé, mamm Salomon. Hag hou-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Ha gan̄t péoc’h é teûez aman̄ ? Hag hén̄ a lavaraz : Gan̄t péoc’h.
14. Hag hén̄ a lavaraz : Eur gér em eûz da lavaroud d’id. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Komz.
15. Té a oar, émé-z-han̄, pénaoz é oa d’in ar rouan̄télez, ha pénaoz en dôa holl Israel va zilennet da roué : hôgen dizouget eo ar rouan̄télez, ha tréménet eo d’am breûr ; râg ann Aotrou en deûz hé rôet d’ézhan̄.
16. Bréma éta é c’houlennann eunn dra digan-éz : n’hé dinac’h két d’in em méz. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Komz.
17. Hag hén̄ a lavaraz : Mé az péd da lavarout d’ar roué Salomon (râk na hell dinac’ha nétrâ d’id), da rei d’in da c’hrég Abisag eûz a Zunam.
18. Ha Betsabéé a lavaraz : Mâd ; mé a gomzô d’ar roué évid-oud.
19. Betsabéé a zeûaz éta da gavout ar roué Salomon, évit komza out-han̄ diwar-benn Adonias. Hag ar roué a zavaz, a iéaz war hé arbenn (T), a azeûlaz, hag a azézaz war hé drôn : ha lékéat é oé eunn trôn évit mamm ar roué péhini a azézaz a zéou d’ézhan̄.
20. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Eur goulenn bihan em eûz da ôber d’id ; n’hé zinac’h két d’in. Hag ar roué a lavaraz d’ézhi : Goulenn, va mamm : râk né vé két déréad é tinac’hfenn ac’hanod.
21. Hag hî a lavaraz : Rô Abisag eûz a Zunam da c’hrég da Adonias, da vreûr.
22. Hag ar roué Salomon a respoun̄taz, hag a lavaraz d’hé vamm : Perâg é c’houlennez-té Abisag eûz a Zunam évid Adonias ? Goulenn ivé ar rouan̄télez évit-han̄ ; râk va breûr héna eo, hag évit-han̄ en deûz Abiatar, ar bélek, ha Joab, mâb Sarvia.
23. Ar roué Salomon a douaz éta dré ann Aotrou, ô lavarout : Ra rai Doué kémen̄t-sé din, hag ouc’h-penn, ma n’en deûz Adonias lavaret kémen̄t-sé a-éneb hé vuez.
24. Ha bréma, ével ma eo béô ann Aotrou, péhini en deûz va stardet, ha va lékéat war drôn David, va zâd, hag en deûz gréat d’in eunn ti, ével m’en dôa lavaret, é vézô lazet hiriô Adonias.
25. Hag ar roué Salomon a gasaz Banaias, mâb Joiada, péhini a skôaz gan̄t-han̄, hag hé lazaz.
26. Hag ar roué a lavaraz da Abiatar ar bélek : Kéa da Anatot, enn douar a zô d’id : té a dléfé mervel (T) ; hôgen n’az lazinn két hiriô, ô véza ma éc’h eûz douget arc’h ann Aotrou Doué dirâk David va zâd, ha ma éc’h eûz skoaziet va zâd enn hé holl labouriou.
27. Salomon éta a gasaz-kuît Abiatar, évit na vijé mui belek d’ann Aotrou ; évit ma vijé sévénet gér ann Aotrou en dôa lavaret é Silo diwar-benn ti Héli.
28. Hôgen ar c’helou-zé ô véza deûet da Joab, péhini a oa éat a dû gan̄d Adonias, ha n’en dôa két heûliet Salomon ; é tec’haz Joab da dabernakl ann Aotrou, hag é krôgaz é korn ann aoter.
29. Ha rôet é oé da anaout d’ar roué Salomon pénaoz é oa tec’het Joab étrézé tabernakl ann Aotrou, ha ma oa é-tâl ann aoter. Ha Salomon a gasaz Banaias, mâb Joiada, ô lavarout : Kéa, ha lâz-hén̄.
30. Ha Banaias a iéaz é tabernakl ann Aotrou, hag a lavaraz da Joab : Chétu pétrâ a lavar d’id ar roué : Kéa er-méaz. Hag hén̄ a lavaraz : N’az inn két er-méaz ; hôgen aman̄ é varvinn. Banaias a zanévellas kémen̄t-sé d’ar roué, ô lavarout : Chétu pétrâ en deûz lavaret ha respoun̄tet Joab d’in.
31. Hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄ : Grâ ével m’en deûz lavaret. Lâz-hén̄, hag hé laka er béz, hag é tenni diwar-n-oun ha diwar di va zâd ar goad dinam a zô bét skuḻet gan̄t Joab.
32. Hag ann Aotrou a zistolô hé c’hoad war hé benn hé-unan, ô véza ma en deûz lazet daou zén gwirion ha gwelloc’h égét-han̄ ; ha ma en deûz lazet gan̄d ar c’hlézé, hép gouzoud da Zavid va zâd, Abner, mâb Ner, prin̄s armé Israel, hag Amasa, mâb Jéter, prin̄s armé Juda.
33. Hag hô goad a zistrôio war benn Joab, ha war benn hé wenn da-vikenn. Hôgen ra rôi ann Aotrou eur péoc’h peûr-baduz da Zavid ha d’hé wenn, d’hé di ha d’hé drôn.
34. Banaias, mâb Joiada, a biñaz éta, en em daolaz war-n-ézhan̄ hag hé lazaz : hag hén̄ a oé bésiet enn hé dî hé-unan enn distrô.
35. Hag ar roué a lékéaz Banaias, mâb Joiada, enn hé léac’h é penn ann armé, ha Sadok da Vélek-brâz é léac’h Abiatar.
36. Ar roué a gasaz ivé da c’hervel Sémei, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Saô d’id eunn ti é Jéruzalem, ha choum énô ; ha n’az â er méaz na tu-man̄ na tu-hon̄t.
37. Râg é pé zeiz-bennâg éz i er-méaz, hag é treûzi froud Sédron, gwéz pénaoz é vézi lazet : ha da c’hoad a gouezô war da benn da-unan.
38. Ha Sémei a lavaraz d’ar roué : Mâd eo ar gér : ével m’en deûz lavaret ann aotrou va roué, é vézô gréat gan̄d hé zervicher. Ha Sémei a choumaz pell é Jéruzalem.
39. Hôgen da benn tri bloaz é c’hoarvézaz pénaoz sklaved Sémei a dec’haz étrézég Akis, mâb Maac’ha, roué Get : ha rôet é oé da anaout da Zémei pénaoz é oa éat hé sklaved da C’het.
40. Ha Sémei a zavaz, hag a zibraz hé azen : hag hén̄ a iéaz da gavoud Akis é Get évit goulenni hé sklaved, hag a zigasaz anézhô eûz a C’het.
41. Hôgen rôet é oé da anaout da Zalomon pénaoz é oa bét éat Sémei eûz a Jéruzalem da C’het, hag é oa distrô.
42. Hag hén̄ a gasaz d’hé c’hervel, hag a iavaraz d’ézhan̄ : Ha n’em eûz-mé két touet d’id dré ann Aotrou, ô lavarout : É pé zeiz-bennâg ma’z i er-méaz tu-man̄ ha tu-hon̄t, gwéz pénaoz é vézi lékéat d’ar marô ? Ha té éc’h eûz lavaret d’in : Mâd eo ar gér em eûz klevet.
43. Pérâg éta n’éc’h eûz-té két miret lé ann Aotrou, hag ar gourc’hémenn em boa rôet d’id ?
44. Hag ar roué a lavaraz da Zémei : Té a oar ann holl zroug a damall da galoun d’id, hag éc’h eûz gréat a-énep David va zâd : ann Aotrou en deûz distolet da zrougiez war da benn da-unan.
45. Hag ar roué Salomon a vézô benniget, ha trôn David a vézô stard dirâg ann Aotrou da-vikenn.
46. Ar roué éta a rôaz hé c’hourc’hémenn da Vanaias, mâb Joiada : hag he-man̄ a ieaz er-méaz, a skôas gan̄t Sémei hag a lazaz anézhan̄.
1. Stardet é oé éta ar rouan̄télez é dourn Salomon : hag hén̄ en em unanaz é kévrédigez gan̄t Faraon, roué ann Éjipt ; râg hén̄ a géméraz hé verc’h da c’hrég, hag a zigasaz anézhi da géar David, kén na oe peûr-zavet gan̄t-han̄ hé dî hé-unan, ha tî ann Aotrou, ha mûr Jéruzalem trô-war-drô.
2. Koulskoudé ar bobl a réa hé zakrifisou war al lec’hiou uc’hel ; râk né oa két bét savet c’hoaz bété neûzé a dempl é hanô ann Aotrou.
3. Hôgen Salomon a garaz ann Aotrou, ô kerzout é kémennou David hé dâd, némét ma réaz sakrifisou, ha ma tévaz louzou c’houés-vâd war al lec’hiou uc’hel.
4. Mon̄d a réaz éta da C’habaon évid ôber eur sakrifiz énô : râg ar brasa é oa eûz al lec’hiou uc’hel : ha Salomon a gennigaz mil hostiv é sakrifiz war ann aoter-zé é Gabaon.
5. Hôgen ann Aotrou en em ziskouézaz da Zalomon enn eunn huvré é-pâd ann nôz, hag a lavaraz : Goulenn ar péz a fell d’id é rôjenn d’id.
6. Ha Salomon a lararaz : Té éc’h eûz gréat eunn drugarez vrâz é-kén̄ver da zervicher David va zâd, hervez ma en deûz kerzet dira-z-oud er wirionez, hag er reizded, hag enn éeunder a galoun gan-éz : miret éc’h eûz d’ézhan̄ ann drugarez vrâz-zé, hag éc’h eûz rôet d’ézhan̄ eur mâb a zô azézet war hé drôn, ével ma eo hiriô.
7. Ha bréma, Aotrou Doué, té éc’h eûz lékéat da zervicher da réna é léac’h va zâd : hôgen mé a zô eur bugel bihan, ha na ouzoun na mon̄t na don̄t.
8. Ha da zervicher a zô é-kreiz ar bobl éc’h eûz dilennet, eur bobl diniver, péhini na helleur két da nivéri dré ann abek ma’z eo stan̄k-meûrbed.
9. Rô éta d’as servicher eur galoun doujuz, évit ma hellô barna da bobl, ha dibaba ar mâd diouc’h ann droug : râk piou a hellô barna ar bobl-zé, da bobl, ker brâz eo ?
10. Ann Aotrou a gavaz mâd éta en divijé Salomon gréat ar goulenn-zé out-han̄.
11. Hag ann Aotrou a lavaraz da Zalomon : O véza ma éc’h eûz gréat ar goulenn-zé ouz-in, ha n’éc’h eûz két goulennet évid-oud kalz deisiou, na kalz madou, na buez da énébourien ; hôgen ma éc’h eûz goulennet évid-oud ar furnez évid anaoud ar varn :
12. Chétu em eûz gréat hervez da c’hoan̄t, hag em eûz rôet d’id eur galoun ker fur ha ker poellek, n’eo bét en em gavet hini hen̄vel ouz-id enn da raok, ha na zavô war da lerc’h.
13. Hôgen rôet em eûz d’id ar péz n’éc’h eûz két goulennet ; da lavaroud eo ar madou hag ar c’hloar, enn hévélep doaré na vézô bét roué é-béd hén̄vel ouz-id enn holl zeisiou.
14. Hôgen ma kerzez em hen̄chou, ha ma virez va c’hélennou ha va gourc’hémennou, ével ma en deûz hô miret da dâd, éc’h astenninn da zeisiou.
15. Salomon a zihunaz hag a brédériaz pîz war ann huvré en dôa bét : ha pa oé deûet da Jéruzalem, é savaz dirâg arc’h kévrédigez ann Aotrou, hag hén̄ a gennigaz sakrifisou-losk, ha viktimou a béoc’h ; hag hén̄ a réas eur banvez brâz d’hé holl zervicherien.
16. Neûzé é teûaz diou c’hast da gavout ar roué, ha choum a réjon̄t dira-z-han̄.
17. Hag unan anézhô a lavaraz : Mé az péd, va aotrou : ar vaouez-zé ha mé a choumé enn hévélep tî ; ha mé a zô gwilioudet er gampr e péhini édô.
18. Tri deiz goudé ma ounn bét gwilioudet, eo bét ivé gwilioudet hou-man̄ : ha nî a oa kévret, ha dén all é-béd na oa gan-é-omp, néméd-omp hon-diou.
19. Hôgen mâb ar vaouez-zé a zô marô enn nôz-man̄ ; râg hî é deûz hé vouget dré hé c’housk.
20. Hag hî ô sével é-pâd ann nôz, a géméraz va mâb eûz va c’hichen, mé da zervichérez, é-pâd ma oann kousket, hag é lékéaz anézhan̄ enn hé c’hichen : hag é lékéaz em c’hichen hé mâp péhini a oa marô.
21. Ha pa saviz diouc’h ar min̄tin évit rei da zéna d’am mâb, é wéliz anézhan̄ ével ma vijé marô : hôgen ô sellout-pîz out-han̄ pa oé skléar ann deiz, é wéliz ervâd pénaoz né oa két hennez em boa ganet.
22. Hag ar vaouez all a lavaraz : Né két ével ma lévérez : râk da vâb-dé eo a zô marô, ha va hini eo a zô béô. Hag hou-man̄ enn-énep a lavaré : Gaou é lévérez ; râk va mâb eo a zô béô, ha da vâb eo a zô marô hag ével-sé é striven̄t dirâg ar roué.
23. Neûzé ar roué a lavaraz : Hou-man̄ a lavar : Va mâb a zô béô, ha da vâb a zô marô. Hag houn-nez a lavar : Nann ; hôgen da vâb eo a zô marô, ha va hini a zô béô.
24. Hag ar roué a lavaraz : Digasit d’in eur c’hlézé. Ha pa oé digaset eur c’hlézé dirâg ar roué ;
25. Rannit, émé-z-han̄, war zaou-han̄ter ar bugel béô, ha rôit ann han̄ter da unan, hag ann han̄ter d’ébén.
26. Hôgen ar vaouez a oa béô hé mâb, a lavaraz d’ar roué (râg hé c’haloun a lammé évid hé mâb) ; rô dézhî, aotrou, mé az péd, ar bugel béô, ha na lâz két anézhan̄. Hag ann hini all enn-énep a lavaré : Na vézet na d’in na d’id ; hôgen ra vézô rannet.
27. Neûzé ar roué a respoun̄taz hag a lavaraz : Rôit da houn-nez ar bugel béô, ha na vézet két lazet ; râg hé vamm eo.
28. Israel holl éta ô véza klevet ar varn en dôa rôet ar roué, a zoujaz anézhan̄, ô wélout pénaoz édô furnez Doué enn-han̄ évid ôber barn.
1. Hôgen ar roué Salomon a réné war Israel holl ;
2. Ha chétu ar brin̄sed, pé ann oviserien en dôa : Azarias, mâb Sadok, ar Bélek-brâz :
3. Élihoref hag Ahia, mipien Sisa, a oa skrivañerien : Josafat, mâb Ahilud, a oa sieller :
4. Banaias, mâb Joiada, a oa é penn ann armé : ha Sadok hag Abiatar a oa béleien.
5. Azarias, mâb Natan, a oa da benn war ar ré a oa war-drô d’ar roué ; Zabud, bélek, mâb Natan, a oa miñoun d’ar roué.
6. Ahisar a oa mérer ann tî ; hag Adoniram, mâb Abda, war ann tellou.
7. Hôgen Salomon en dôa lékéat daouzek dén war Israel holl, péré hô dôa ar préder eûz a daol ar roué ha tûd hé di : râk pép-hini anézhô a rôé kémen̄d a oa réd bép mîz.
8. Ha chétu hô hanvou : Benhur war vénez Éfraim.
9. Ha Bendékar é Makkez, hag é Salébim, hag é Betsamez, hag é Élon, hag é Bétanan.
10. Ha Benhésed é Arubot : hén̄ en dôa ivé Soko hag holl zouar Éfor.
11. Ha Benabinadab é holl vrô Néfatdor, péhini a zimézaz gan̄t Tafet, merc’h Salomon.
12. Bana, mâb Ahilud, a sturié é Tanak hag é Mageddo, hag é Betsan holl, a zô tôst da Zartana, izéloc’h égét Jezrael, adalek Betsan bétég Abelméhula, râg-énep da Jekmaan.
13. Bengaber e Ramot-Galaad : hén̄ en dôa bourc’hiou Jair, mâb Manasé é Galaad : hén̄ a c’hourc’hémenné é holl vrô Argob, a zô é Basan, war dri-ugen̄t kear vrâz muriet, péré hô dôa potajou arem.
14. Ahinadab, mâb Addo, a c’hourc’hémenné é Manaim.
15. Ac’himaas é Néftali : hag hén̄ ivé a oa dimézet gan̄t Basémat, merc’h Salomon.
16. Baana, mâb Husi, é Aser hag é Balot.
17. Josafat, mâb Farué, é Issakar.
18. Sémei, mâb Éla, é Ben̄jamin.
19. Gaber, mâb Uri, é brô Galaad, é brô Séhon, roué ann Amorréed, hag Og, roué Bazan, war gémen̄t a ioa er vrô-zé.
20. Juda hag Israel a oa diniver, ével tréaz ar môr ; hag hî a zebré hag a évé enn eul lévénez vrâz.
21. Hôgen Salomon en dôa dindân hé c’halloud ann holl rouan̄télésiou adaleg ar ster bété brô ar Filistined, ha bétég harzou ann Éjipt : hag hî a gennigé d’ézhan̄ rôou, hag a choumaz dindân hé véli é-pâd ann holl zeisiou eûz hé vuez.
22. Boéd Salomon a oa bemdez eûz a drégon̄t korus bleûn̄-gwiniz, ha tri-ugen̄t korus bleûd ;
23. Dég éjenn lard, hag ugen̄t éjenn oud ar peûri, ha kan̄t tourz, hép nivéri ar c’hig hémolc’h, ar c’hirvi, ann iourc’hed, ar bualed, hag ann evned lardet.
24. Râg mestr é oa war ann holl vrô a ioa enn tû all d’ar ster, adalek Tafsa bété Gazan, hag holl rouéed ar vrôiou-zé : hag hén̄ en doa ar péoc’h é pép tû trô-war-drô.
25. Juda hag Israel a choumaz éta héb aoun é-béd, pép-hini dindân hé winien, ha dindân hé fiézen, adalek Dan bété Bersabéé, é holl zeisiou Salomon.
26. Ha Salomon en dôa enn hé varchosiou daou-ugen̄t mil marc’h évid ar c’hirri, ha daouzék mil évid ar varc’heien.
27. Hag ann oviserien eûz ar roué a béré hon eûz komzet a vagé anézhô : hag hî a lékéa enn hé amzer gan̄t kalz a bréder war daol ar roué Salomon, kémen̄d a oa réd d’ézhan̄.
28. Hi a gasé ivé heiz ha kôlô évid ar c’hézeg hag al loéned all el léac’h ma oa ar roué, hervez ann urs a oa bét rôet d’ézho.
29. Doué a rôaz ivé da Zalomon eur furnez hag eur poell brâz-meûrbéd, hag eunn éc’honder a galoun hén̄vel out tréaz ar môr.
30. Ha furnez Salomon a oa dreist furnez holl ré ar sâv-héol hag ann holl Éjiptianed.
31. Hag hén̄ a oa furoc’h égéd ann holl dûd ; furoc’h égéd Étan, ann Ezrahit, égéd Héman, ha Kalkoî, ha Dorda, mipien Mahol ; hag hén̄ a oa brudet-brâz é-touez ann holl vrôadou trô-war-drô.
32. Salomon a lavaraz ivé tri mil parabolen : hag hén̄ a réaz mil kanaouen ha pemp.
33. Hag hén̄ a skrivaz ivé diwar-benn ar gwéz, adaleg ar sedr a zô war al Liban, bétég ar sikadez a zeû er-méaz eûz ar vôger : hag hén̄ en deûz skrivet ivé diwar-benn al loéned, hag ann evned, hag ann aéred, hag ar pésked.
34. Don̄d a réa tûd eûz ann holl vrôiou évit sélaoui furnez Salomon, hag a berz ann holl rouéed eûz ann douar évit klevout hé furnez.
1. Hiram, roué Tir, a gasaz ivé hé zervicherien étrézé Salomon : râk klevet en dôa pénaoz é oa bét éôliet da roué é léac’h hé dâd ; râg Hiram a oa bét bépréd miñoun da Zavid.
2. Hôgen Salomon a gasaz étrézeg Hiram, ô lavarout :
3. Té a oar pétrâ é oa ioul David, va zâd, ha pénaoz n’en deûz két gellet sével eunn ti é hanô ann Aotrou hé Zoué, enn abek d’ar brézéliou a c’hourdrouzé anézhan̄ trô-war-drô, kén n’en divijé ann Aotrou lékéat hé énébourien dindân roudou hé dreid.
4. Hôgen bréma ann Aotrou, va Doué, en deûz rôet d’in ann éhan trô-war-drô : ha n’em eûz nag énébour, nag énébiez.
5. Râk-sé é fell d’in sével eunn ti é hanô ann Aotrou, va Doué, ével ma en deûz komzet ann Aotrou oud David, va zâd, ô lavarout : Da vâb péhini a likiinn enn da léac’h war da drôn, hen-nez eo a zavô eunn tî em hanô.
6. Gourc’hémenn éta d’as servicherien trouc’ha évid-oun gwéz-sedr eûz al Liban ; ha va zervicherien a vézô gan̄d da ré : ha mé a rôi d’as servicherien ar gôbr a c’houlenni : râk té a oar pénaoz n’eûz dén é-touez va fobl a oufé trouc’ha ar c’hoat ével ar Sidonied.
7. Ha pa glevaz Hiram geriou Salomon, en em laouénéaz meûrbéd hag é lavaraz : Benniget ra vézô hiriô ann Aotrou Doué, péhini en deûz rôet da Zavid eur mâb fûr-brâz war ar bobl paot-man̄.
8. Hag Hiram a gasaz étrézé Salomon, ô lavarout : Klevet em eûz ar péz éc’h eûz kémennet d’in : mé a rai kémen̄d a fell d’id diwar-benn ar c’hoat sedr hag ar c’hoat sapr.
9. Va zervicherien a zigasô anézhô eûz al Liban d’ar môr : ha mé hô lakai war radellou war ar môr, bétég al léac’h az pézô merket d’in ; ha mé hô diskargô énô, ha té hô c’hémérô : ha té a rôi d’in ar péz a vézo réd évit boéta va zî.
10. Hiram éta a rôé da Zalomon koat sedr ha koat sapr, kémen̄d ha m’en dôa c’hoan̄t da gaout.
11. Hôgen Salomon a rôé da Hiram ugen̄t mil kor gwiniz, évit boéta hé dî, hag ugen̄t kor éôl pûr-brâz : kémen̄t-se a rôé Salomon da Hiram bép bloaz.
12. Ann Aotrou a rôaz ivé ar furnez da Zalomon, ével m’en dôa hé lavaret d’ézhan̄. Ha péoc’h a oa étré Hiram ha Salomon, hag hî a réaz kévrédigez hô-daou.
13. Ar roué Salomon a zilennaz méchérourien é Israel holl, hag ann niver anézhô a oa eûz a drégon̄t mil dén.
14. Hag hén̄ hô c’hasé d’al Liban péb eil trô, dék mil pép mîz ; enn hévélep doaré ma choumen̄t daou vîz enn hô ziez : hag Adoniram a oa da vestr war ann holl dûd-zé.
15. Ha Salomon en dôa dék mil dén ha tri-ugen̄t, péré a zougé bec’hiou, ha pévar-ugen̄t mil, péré a véné mein war ar ménez :
16. Hép nivéri ar ré a oa da vistri war bep labour, enn niver eûz a dri mil ha tri c’han̄t, péré a c’hourc’hémenné d’ar ré a réa al labour.
17. Hag ar roué a c’hourc’hémennaz d’ézhô ma kémerchen̄t mein brâz, mein talvouduz-brâz, évid diazez ann templ, hag évid hô béna.
18. Ha masounerien Salomon, ha masounerien Hiram a vénaz anézhô : hôgen ar Giblied a aozaz ar c’hoat hag ar vein évit sével ann tî.
1. A-benn pévar c’han̄t bloaz ha pévar-ugen̄t, goudé ma oa deûet bugalé Israel er-méaz eûz a zouar ann Éjipt, é mîz Zio, ann eil vîz eûz a rén Salomon war Israel, eo é savaz eunn tî d’ann Aotrou.
2. Hôgen ann ti a zavé ar roué Salomon d’ann Aotrou, en dôa tri-ugen̄t ilinad a héd, hag ugen̄t ilinad a léd, ha trégon̄d ilinad a uc’helded.
3. Ha dirâg ann templ éz oa eur palier eûz a ugen̄t ilinad a héd, hervez al léd eûz ann templ ; ha dég ilinad a léd en dôa dirâg ann templ.
4. Hag hén̄ a réaz d’ann templ prénestou beskellek.
5. Sével a réaz war vôger ann templ kembotou trô-war-drô, war vôgeriou ann ti hag ann orakl ; ôber a réaz ivé kazéliou trô-war-drô.
6. Ar c’hombot izéla en dôa pemb ilinad a léd, ar c’hembot kreiz en dôa c’houec’h ilinad a léd, hag ann trédé en dôa seiz ilinad a léd. Lakaad a réaz ann treûstou war-drô d’ann ti a-ziavéaz, évit na harpchen̄t két war vôgeriou ann templ.
7. Pa oé savet ann tî, é oé savet gan̄t mein bénet ha kompézet : ha na oé klevet enn tî na morzol, na bouc’hal, na benveg houarn é-béd, é-pâd ma oé savet.
8. Dôr ar gazel greiz a oa enn tû déou eûz ann ti : ha dré zérésiou-trô é piñed d’ar gampr kreiz, hag eûz ar gampr kreiz d’ann trédé.
9. Hag hén̄ a zavaz ann tî, hag hé beûr-zavaz, hag a c’hôlôaz anézhan̄ gan̄t koatérez sedr.
10. Hag hén̄ a zavaz eur c’hembot eûz a bemb ilinad a uc’helded war ann holl dî, hag a chôlôaz anézhan̄ gan̄t koat sedr.
11. Hag ann Aotrou a gomzaz out Salomon, ô lavarout :
12. É ken̄ver ann ti-zé a zavez, mar kerzez em c’hélennou, mar sévénez va barnédigézou, ha ma virez va holl c’hourc’hémennou, ô kerzout dré-z-hô, mé a grétai enn-oud va gér, em eûz lavaret da Zavid da dâd.
13. Ha mé a choumô é-kreiz bugalé Israel, ha na zilézinn két va fobl a Israel.
14. Salomon a zavaz éta ann tî, hag hé beûr-zavaz.
15. Hag hén̄ a c’hôlôaz môgeriou ann tî enn diabarz gan̄t elfennou sedr, eûz a leûr ann tî bété lein ar môgeriou ; ha bétég ar zôlier, hô gôlôaz gan̄t koat sedr enn diabarz : hag hén̄ a c’hôlôaz leûr ann tî gan̄t elfennou sapr.
16. Sével a réaz ivé é gwéled ann templ elfennou sedr eûz a ugen̄t ilinad, eûz al leûr bétég al lein ; hag hén̄ a réaz ann diabarz eûz ann orakl, é san̄t ar zen̄t.
17. Hôgen ann templ en dôa daou-ugen̄t ilinad adalek dôr ann orakl.
18. Hag ann holl dî enn diabarz a oa gôlôet gan̄t sedr, ha frammou ar c’hoat a oa gréat gan̄t kalz a ijin, ha kin̄klet gan̄t kizelladuriou ha mouluriou : gôlôet é oa holl gan̄d elfennou sedr ; ha na wéled két a vein er vôger.
19. Hôgen ann orakl a réaz é-kreiz ann tî, enn diabarz anézhan̄, évit lakaad énô arc’h kévrédigez ann Aotrou.
20. Hôgen ann orakl en dôa ugen̄d ilinad a héd, hag ugen̄d ilinad a léd, hag ugen̄t ilinad a uc’helded : hag hén̄ a chôlôaz hag a wiskaz anézhan̄ gan̄d aour ar glana, hag a c’hôlôaz ann aoter gan̄t koat sedr.
21. Gôlei a réaz ivé ann tî dirâg ann orakl gan̄d aour ar glana, hag é stagaz ann taolennou gan̄t tachou aour.
22. Né oa nétrâ enn templ ha na oa gôlôet a aour : hag ann aoter a oa dirâg ann orakl a oa ivé gôlôet holl a aour.
23. Ober a réaz ivé enn orakl daou gérubin gan̄t koat olived, eûz a zég ilinad a uc’helded.
24. Unan eûz a askellou ar gérubined é dôa pemb ilinad, hag ébén é dôa ivé pemb ilinad : ével-sé éz oa dég ilinad adalek pennn eunn askel bété penn ébén.
25. Ann eil gérubin en dôa ivé dég ilinad, eûz a eunn hévélep men̄t, hag ann daou gérubin a oa eûz a eunn hévélep labour ;
26. Da lavaroud eo, m’en dôa unan eûz ar gérubined dég ilinad a uc’helded, hag égilé kémen̄d all.
27. Lakaad a réaz ar gerubined é-kreiz ann templ enn diabarz : hôgen ar gérubined a astenné hô diou-askel ; hag askel eur c’hérubin a stoké oud eur vôger, hag askel ann eil gérubin a stoke oud ar vôger all : hôgen hô diou-askel all a stoké ann eil oud ébén é-kreiz ann templ.
28. Gôlei a réaz ivé gan̄d aour ar gérubined.
29. Kizelladuriou ha mouluriou a en̄gravaz war vôgeriou ann templ trô-war-drô ; hag hen̄ a réaz enn-hô kérubined, ha barrou-palmez, ha livadurésiou a bép doaré ; ével pa zeûjen̄t er-méaz, ha pa zavchen̄t eûz ar vôger.
30. Gôlei a réaz ivé gan̄d aour leûr ann tî, enn diabarz hag enn diavéaz.
31. Évit mon̄d enn orakl é réaz dôriouigou koat olived, ha postou a bemp rann.
32. Ann diou zôr-zé a réaz gan̄t koat olived : hag hén̄ a en̄gravaz enn-hô skeûdennou kérubined, ha doaréou barrou-palmez, ha kizelladuriou a zavé dreist : hag hén̄ hô gôlôaz gan̄d aour, kenn ar gerubined, kenn ar barrou-palmez, hag ann traou all.
33. Ober a réaz ivé é dôr ann templ postou koat olived a bévar rann :
34. Ha diou zôr koat-sapr enn daou dû : ha pép dôr a oa daou-bléget, hag a zigoré oc’h en em zerc’hel stâg hô diou.
35. Hag hén̄ a en̄gravaz kérubined, ha barrou-palmez, ha kizelladuriou a zavé dreist : hag hén̄ hô gôlôaz holl gan̄t taolennou aour diouc’h ar réol hag ar skouér.
36. Sével a réaz ivé al leûr a-ziabarz gan̄t tri diazez mein kompez, hag eunn diazez koat sedr.
37. Tî ann Aotrou a oé diazézet er pévaré bloaz, é mîz zio.
38. Hag enn unnékved bloaz, é mîz Bul (hen-nez eo ann eizved mîz) é oé peûr-c’hréat ann tî, é pép korn anézhan̄ hag é pép tra. (T). É seiz vloaz éta é savaz anézhan̄.
1. Hôgen Salomon a zavaz, hag a beûr-zavaz hé dî hé-unan é trizék vloaz.
2. Sével a réaz ivé ann tî koat Liban eûz a gan̄t ilinad a héd, eûz a han̄ter-kan̄t iiinad a léd, hag eûz a drégon̄t ilinad a uc’helded : pévar pon̄dalez a ioa étré ar peûliou sedr ; râg gan̄t koat sedr é oa gréat ar peûliou.
3. Gan̄d elfennou sedr é c’hôlôaz ann holl volz, péhini a oa harpet war bemp peûl ha daou-ugen̄t : râk pemzék peûl a ioa é pép ren̄k,
4. Péré a oa lékéat ann eil dirâg égilé,
5. Hag a zellé ann eil ouc’h égilé ; ô véza ma oan̄t war eunn héd kévatal : ha war ar peûliou éz oa treûstou pévar-c’hornek eûz a eunn hévélep men̄t.
6. Ober a réaz ivé eur pon̄dalez all a beûliou eûz a han̄ter-kan̄t ilinad a héd, ha trégon̄t ilinad a léd : hag eur pon̄dalez all râg-énep d’ar brasa, gan̄t peûliou, ha gôlôennou war ar peûliou.
7. Ober a réaz ivé pon̄dalez ann trôn, é péhini édô ar gador-varn : hag hén̄ hé c’hôlôaz gan̄t koat sedr adaleg al leûr bétég al lein.
8. É-kreiz ar pon̄dalez éz oa eunn tiik, é péhini éz éa évit barna : hag hé-man̄ a oa gréat gan̄d ann hévélep labour. Ober a réaz ivé évit merc’h Faraon, gan̄t péhini é oa dimézet, eunn tî enn hévélep labour gan̄d ar pon̄dalez-zé.
9. Ann tiez-zé holl, adaleg traon̄ bété lein ar môgeriou, hag enn diabarz kerkoulz hag enn diavéaz, a oa savet gan̄t mein kaer, péré a oa bét bénet enn hévélep doaré hag enn hévélep men̄t.
10. Ann diazez a oa bét gréat ivé gan̄t mein kaer, gan̄t mein braz eûz a zég hag eûz a eiz ilinad.
11. Bez’ éz oa ivé war-c’horré mein kaer péré a oa bét bénet enn hévélep men̄t, hag a oa ivé gôlôet gan̄t sedr.
12. Al leûr vrasa a oa kelc’hek, hag é dôa teir reiz mein bén, hag eur reiz treûstou koat sedr, ével ma en em gavé ivé enn diabarz eûz a leûr tî ann Aotrou, hag é dôr-dâl ann tî.
13. Ar roué Salomon a gasaz ivé da glaskout Hiram eûz a Dîr,
14. Mâb eunn in̄tan̄vez eûz a vreûriez Neftali, hag eûz a eunn tâd a oa eûz a Dîr, méchérour arem, dén leûn a furnez hag a boell, ha gwiziek é pép labour arem. Hag hén̄, ô véza deûet da gavout ar roué Salomon, a réaz hé holl labour.
15. Ober a réaz daou beûl arem, eûz a driouec’h ilinad pép-hini : hag eur roued eûz a zaouzég ilinad a iéa war-drô da bép peûl.
16. Ober a reaz ivé daou benn arem teûzet, évit lakaad war lein pép peûl : unan eûz ar pennou en dôa pemb ilinad a uc’helded, hag égilé ivé pemb ilinad.
17. Hag hî a oa gwéet ann eil enn égilé ével rouéjou hag ével chadennou gan̄d eul labour kaer. Pép penn-peûl a oa teûzet : seiz reiz maḻou a ioa é roued eur penn, ha seiz reiz maḻou é roued égilé.
18. Ober a réaz ar peûliou-zé enn hévélep doaré m’az oa diou reiz maḻou war-drô da bép peûl, war hô fennou, ha dreist ann avalou-grénad. Ével-sé é réaz ann eil penn.
19. Ar pennou a oa é lein ar peûliou, é leûr ann ôr-dâl, a oa great é doaré lili, hag hô dôa pévar ilinad.
20. Pennou all a ioa é lein ar peûliou, dreist ar rouéjou, diouc’h men̄t ar peûliou : ha daou c’han̄t aval-grénad a oa war-drô d’ann eil benn-zé, é diou reiz.
21. Hag hén̄ a lékéaz ann daou beûl-zé é dôr-dâl ann templ : ha pa en dôé lékéat ar peûl a zéou, é c’halvaz anézhan̄ Jac’hin. Sével a réaz ivé ann eil beûl, hag é c’halvaz anézhan̄ Bouz.
22. Lakaad a réaz war benn ar peûliou eul labour gréat é doaré lili : hag ével-sé é oé peûr-c’hréat labour ar peûliou.
23. Ober a réaz ivé eur môr teûz, eûz a zég ilinad eûz ann eil c’hôr d’égilé, hag hén̄ kelc’hek trô-war-drô : pemb ilinad a uc’helded en dôa, hag eur gordennig a drégon̄d ilinad a gelc’hié anézhan̄ trô-war-drô.
24. Dindân hé c’hôr éz oa kizelladuriou trô-war-drô, dég étré péb ilinad : diou reiz kizelladuriou treûzet a ioa.
25. Hag hén̄ a oa douget war zaouzég éjenn, a béré trî a zellé oud ann han̄ter-nôz, ha trî oud ar c’hûz-héol, ha trî oud ar c’hrésteiz, ha trî oud ar sâv-héol ; hag ar môr a oa douget gan̄t-hô : hag al lôstou anézhô a oa kuzet gan̄t-han̄.
26. Téôder ar véol a oa eûz a drî meûtad : hag hé c’hôr a oa ével gôr eur c’hôp, hag ével delien eul lilien zigor : ha daou vil bats a zalc’hé,
27. Ober a réaz ivé dék troad arem ; ha pép-hini anézhô en dôa pévar ilinad a héd, ha pévar ilinad a léd, ha trî ilinad a uc’helded.
28. Ha labour ann treid-zé a oa kompézet : ha kizelladuriou a ioa étré ar frammou.
29. Hag étré kurunennouigou ha garlan̄tésiou, éz oa léoned, hag éjenned, ha kérubined : hag ivé er frammou, ha war-c’horré, éz oa léoned hag éjenned, hag ével brennou arem a zistribiḻ.
30. Ha péder rôd arem a ioa dré bép troad, hag aeliou arem : hag er pévar c’horn éz oa ével skoaziouigou teûz dindân ar véol, péré a zellé ann eil ouc’h ébén.
31. Génou ar véol enn diabarz a ioa é lein ar penn : hag ar péz a wéled anézhi enn diavéaz, a oa eûz a eunn ilinad ha kelc’heg holl ; hag ével-sé en dôa eunn ilinad han̄ter : é korniou ar peûliou éz oa kalz kizelladuriou : hag ar péz a ioa étré ar peûliou, a ioa pévar-c’hornek ha na oa két kelc’hek.
32. Ar béder rôd a ioa é pévar c’horn ann treid, a oa frammet holl dindân ann treid : pép rôd é dôa eunn ilinad han̄ter a uc’helded.
33. Ar rôdou-zé a oa hén̄vel out rôdou eur c’harr : hô aeliou, hag hô emprennou, hag hô c’hammédou, hag hô ben̄déliou a oa teûzet holl.
34. Râg ar béder skoazik a ioa é pévar korn pép troad, a ioa frammet gan̄d ann troad, ha teûzet gan̄t-han̄.
35. É lein ann troad éz oa eur ribl kelc’hek eûz a eunn han̄ter ilinad, ha gréat enn hévélép doaré ma hellé ar véol mon̄d ébarz : hag hén̄ a oa en̄gravet ha kizellet enn-han̄ hé-unan.
36. Ober a réaz ivé é elfennou arem, hag er c’horniou, kérubined, ha léoned, ha barrou-palmez, hag hî ével tûd enn hô zâ ; évit na vijen̄t két gwélet ével traou kizellet, hôgen ével traou lékéat trô-war-drô.
37. Ével-sé é réaz dék troad enn eunn teûz, diouc’h eur ven̄t, hag eunn hévélep kizelladur.
38. Ober a réaz ivé dék véol arem : péb béol a zalc’hé daou-ugen̄t bat, hag en dôa pévar ilinad : lakaad a réaz péb béol war bép hini eûz ann dék troad.
39. Hag hén̄ a 1ékéaz pemp béol enn tû déou eûz ann templ, ha pemb enn tû kleiz : hag ar môr a lékéaz enn tû déou eûz ann templ étré ar sâv-héol hag ar c’hresteiz.
40. Hiram a réaz ivé pôdou, ha kaoteriou, ha pilligou ; hag hén̄ a beûr-c’hréaz holl labour ar roué Salomon é templ ann Aotrou.
41. Daou beûl ha diou gordennik war bennou ar peûliou : ha diou rouédik évit gôlei ann diou gordennik a oa war bennou ar peûliou ;
42. Ha pevar-c’han̄t aval-grénad enn diou rouédik ; diou reiz avalou-grénad é pép rouédik, évit gôlei kordennouigou ar pennou a oa é lein ar peûliou ;
43. Ha dék troad, ha dék véol war ann treid ;
44. Hag eur môr, ha daouzég éjenn dindân ar môr ;
45. Ha pôdou, ha kaoteriou, ha pilligou ; ann holl listri a réaz Hiram d’ar roué Salomon évit tî ann Aotrou, a oa eûz a arem ar glana.
46. Ar roué a lékéaz hô zeûzi enn eur gompézen tôst d’ar Jourdan, enn eunn douar priek, étré Sokot ha Sartan.
47. Ha Salomon a lékéaz ann holl listri enn templ : hôgen hervez ann niver brâz anézhô, na oé két anavézet ar poéz eûz ann arem.
48. Salomon a lékéaz ivé da ôber ann holl listri évit tî ann Aotrou ; ann aoter aour, hag ann daol aour, war béhini é tléed da lakaad ar baraou kennig :
49. Hag ar gan̄toleriou aour, pemp a zéou, ha pemp a gleiz, dirâg ann orakl eûz a aour ar glana : hag ével bokéjou lili, ha dreist-hô kleûzeûriou aour, ha gultaniou aour ;
50. Ha pôtéviou, ha feriérigou, ha kôpou, ha listri-brév, hag ézan̄souérou, eûz ann aour ar glana : ha mudurunou dôriou ann tî eûz a ziabarz San̄t ar Zen̄t, ha dôriou tî ann templ, a oa gréat gan̄d aour.
51. Ével-sé é peûr-c’hréaz ann holl labour en doa gourc’hémennet Salomon évît tî ann Aotrou. Ha Salomon a gasaz ébarz ann arc’han̄t hag ann aour hag al listri en dôa gwéstlet David hé dâd, hag é lékéaz anézhô é ten̄zoriou tî ann Aotrou.
1. Neûzé holl hénaoured Israel gan̄t prin̄sed ar breûriézou hag ar pennou tiad bugalé Israel, en em zastumaz hag a iéaz da gavout ar roué Salomon é Jéruzalem, évit ma tizougchen̄t arc’h kévrédigez ann Aotrou eûz a géar David, da lavaroud eo eûz a Zion.
2. Hag holl dûd Israel en em zastumaz étrézé Salomon, enn eunn deiz goél, é mîz Étanim, péhini eo ar seizved mîz.
3. Hag holl hénaoured Israel a zeûaz, hag ar véleien a géméraz ann arc’h,
4. Hag a zougaz arc’h ann Aotrou, ha tabernakl ar gévrédigez, hag holl listri ar san̄tuar, a oa enn tabernakl : hag ar véleien hag al Lévited a zougé anézhô.
5. Hôgen ar roué Salomon hag holl dûd Israel péré a oa en em zastumet enn-drô d’ézhan̄, a valéé gan̄t-han̄ é-raog ann arc’h ; hag hî a lazé dén̄ved hag éjenned dibriz ha diniver.
6. Hag ar véleien a zigasaz arc’h kévrédigez ann Aotrou enn hé léac’h, é orakl ann templ, é San̄t ar Zen̄t, dindân askellou ar Gérubined.
7. Râg ar Gérubiued a astenné hô diou-askel war léac’h ann arc’h, hag a cholôé anézhi, hag ivé hé barrou.
8. Hag ar barrou a tennchôn̄t, enn hévélep doaré ma oa gwélet hô fennou er san̄tuar dirâg ann orakl, ha na oan̄t két gwélet er-méaz : hag hî a zô choumet énô bétég-henn.
9. Hôgen na oa nétrâ enn arc’h, néméd ann diou daolen véan en dôa lékéat enn-hi Moizez é Horeb, pa réaz ann Aotrou kévrédigez gan̄t bugalé Israel, pa zeûen̄t er-méaz eûz a vrô ann Ejipt.
10. Hôgen pa zeûaz ar véleien er-méaz eûz ar san̄tuar, eur goabren a leûniaz ti ann Aotrou,
11. Hag ar véleien na hellen̄t két choum énô, nâg ôber hô c’harg, enn abek d’ar goabren : râg gloar ann Aotrou é dôa karget tî ann Aotrou.
12. Neûzé Salomon a lavaraz : Ann Aotrou en deûz lavaret é choumché enn eur goabren.
13. Savet em eûz ann ti-man̄ évit ma choumi enn-han̄, ha ma vézô stard da drôn da-vikenn.
14. Hag ar roué oc’h en em drei, a vennigaz holl vagad Israel : râg holl dûd Israel a oa dastumet.
15. Ha Salomon a lavaraz : Benniget ra vézô ann Aotrou, Doué Israel, péhini en deûz komzet gan̄t hé c’hénou oud David va zâd, hag en deûz sévénet hé c’hér dré hé c’halloud, ô lavarout :
16. Abaoé ann deiz é péhini em eûz tennet va fobl Israel eûz ann Éjipt, n’em eûz két dilennet eur géar é touez holl vreûriézou Israel, évit ma vijé savet eunn tî, ha ma vijé va hanô énô : hôgen dilennet em eûz David da véza war va fobl Israel.
17. Ha David va zâd a fellaz d’ézhan̄ sével eunn tî da hanô ann Aotrou, Doué Israel.
18. Hag ann Aotrou a lavaraz da Zavid, va zâd : Pa éc’h eûz mennet enn da galoun sével eunn tî d’am hanô, éc’h eûz gréat mâd kaout ar ménoz-zé.
19. Koulskoudé né két té eo a zavô eunn tî d’in, hôgen da vâb péhini a zeûiô er-méaz eûz da zigroazel ; hennez eo a zavô eunn tî d’am hanô.
20. Sévénet eo bét gan̄d ann Aotrou ar gér en dôa lavaret : Saved ounn é léac’h David va zâd, hag azézed ounn war drôn Israel, ével ma en deûz hé lavaret ann Aotrou ; ha saved em eûz eunn tî da hanô ann Aotrou, Doué Israel.
21. Ha merket em eûz énô léac’h ann arc’h, é péhini éma ar gévrédigez en deûz gréat ann Aotrou gan̄d hon tadou, pa in̄t deûet er-méaz eûz a vrô ann Éjipt.
22. Hôgen Salomon en em lékéaz enn hé zâ dirâg aoter ann Aotrou é gwél holl strollad Israel, hag a astennaz hé zaouarn étrézég ann én̄v,
23. Hag a lavaraz : Aotrou, Doué Israel, n’eûz két a Zoué hén̄vel ouz-id, nag enn én̄v a-ûz, na war ann douar a-îz ; té péhini a vir ar gévrédigez hag ann trugarez éc’h eûz gréat d’as servicherien, péré a gerz dira-z-oud a greiz hô c’haloun.
24. Té péhini éc’h eûz miret da Zavid, va zâd, da zervicher, ar péz éz pôa lavaret d’ézhan̄. Gan̄d da c’hénou éc’h eûz komzet, ha gan̄d da zaouarn éc’h eûz peûr-c’hréat, ével ma rô da wîr ann deiz-man̄.
25. Bréma éta, Aotrou, Doué Israel, mir da Zavid, va zâd, da zervicher, ar péz éc’h eûz lavaret d’ézhan̄ ével-henn : Na vézô két tennet diouz-id ann hini a dlé azéza dira-z-oun war drôn Israel ; gan̄t ma virô koulskoudé da vugalé hô hen̄t, ha ma kerzin̄t dira-z-oun ével ma éc’h eûz kerzet-té dira-z-oun.
26. Hôgen bréma, Aotrou, Doué Israel, séven ar geriou éc’h eûz lavaret da Zavid, va zâd, da zervicher.
27. Piou a hellfé krédi (T) pénaoz é choum évit-gwîr Doué war ann douar ? Râk ma na c’hell ann én̄v nag én̄v ann én̄vou derc’hel ac’hanod, gan̄t pégen nébeût a wir her graé ann ti-man̄ em eûz savet ?
28. Hôgen sell out péden da zervicher, hag oud hé c’houlennou, Aotrou, va Doué : sélaou ar ganaouen hag ar béden a ra hiriô da zervicher dira-z-oud :
29. Évit ma vézô da zaou-lagad digor war ann tî-man̄, war ann ti a béhini éc’h eûz lavaret : Va hanô a vézô énô ; évit ma klevi oud ar béden a ra da zervicher el léac’h-man̄ ;
30. Évit ma klevi péden da zervicher ha ré da bobl Israel, kenn aliez gwéach ma pédin̄t el léac’h-man̄ ; ha ma klevi out-hô eûz al léac’h é péhini é choumez enn én̄v ; ha p’az pézô klevet out-hô, ma vézi trugarézuz enn hô c’hén̄ver.
31. Ma en deûz péc’het eunn dén a-éneb hé nésa, ha ma en deûz torret al lé gan̄t péhini é oa éréet ; ha mar teû enn abek d’hé lé dirâk da aoter enn da dî ;
32. Té a zélaouô eûz ann én̄v ; té a varnô da zervicherien, ô tamallout ann hini fallagr hag ô tisteûrel hé fallagriez war hé benn, hag ô tidamallout ar ré vâd, ô rei d’ézhô hervez ma’z eo dléet. (T).
33. Pa déc’hô da bobl Israel é-raog hé énébourien (râk péc’hi a dlé enn da énep), mar gréon̄t pinijen, mar meûlon̄t da hanô, mar teûon̄t ha mar pédon̄t, ha mar goulennon̄t da drugarez enn ti-man̄,
34. Sélaou eûz ann én̄v, ha distol hé béc’hed d’as pobl Israel, ha digas anézhô d’ann douar éc’h eûz rôet d’hô zadou.
35. Mar béz serret ann énv, ha ma na gouéz kéd a c’hlaô enn abek d’hô féc’hed : mar pédon̄t el léac’h-man̄, mar greon̄t pinijen enn da hanô, ha mar tistrôon̄t diouc’h hô féc’héjou enn abek d’hô glac’har ;
36. Sélaou anézhô eûz ann én̄v, ha distol péc’héjou da zervicherien, ha da bobl Israel : ha diskouéz d’ézhô ann hen̄t mâd dré béhini é kerzin̄t, ha rô glaô war da zouar éc’h eûz rôet d’as pobl é kers.
37. Mar sâv war ann douar eunn naounégez, pé eur vosen, pé eunn téz, pé ann duan, pé ar c’hiḻeien-raden, pé ann in̄tr, pé mar béz gwanet gan̄d hé énébour ô taga hé zôriou ; pé ma en deûz eur gouli pé eur c’hlén̄ved-bennâg ;
38. Kémen̄d dén eûz da bobl Israel a gennigô d’id hé wéstlou pé hé bédennou ; hag oc’h anaout gouli hé galoun, ma astenn hé zaouarn enn tî-man̄ ;
39. Té a zélaouô eûz ann én̄v, eûz al léac’h é péhini é choumez : en em unvani a ri gan̄t-hô hag é ri dézhô, da bép-hini hervez hé hen̄chou, diouc’h ma wéli hô c’haloun (râk n’eûz néméd-oud a anavézché kaloun holl vugalé ann dûd),
40. Évit ma toujin̄t ac’hanod é holl zeisiou ha ma vévin̄t war c’horré ann douar, éc’h eûz rôet d’hon tadou.
41. Pa zeûi eunn diavésiad, péhini na vézô két eûz da bobl, eûz a eur vrô bell enn abek d’as hanô (râk klevet é vézô mének é pép tû eûz da hanô brâz, hag eûz da zourn kré, hag eûz da vréac’h astennet),
42. Pa vézô deûet éta, ha pa en dévézô pédet el léac’h-man̄,
43. Té a zélaouô eûz ann én̄v, eûz ann oabl é péhini é choumez ; hâg é rî kémen̄d a c’houlennô ann diavésiad ; évit ma teskô holl boblou ann douar douja da hanô, ével ma ra da bobl Israel, ha ma wélin̄t hô-unan pénaoz eo bét galvet da hanô war ann ti-man̄ em eûz savet.
44. P’az ai da bobl d’ar brézel a-éneb hé énébourien, dré ann hen̄t dré béhini éz pézô hô c’haset ; mar pédon̄t ac’hanod, ô sellout oud ar géar éc’h eûz dilennet, hag oud ann tî em eûz savet enn da hanô,
45. Té a zélaouô eûz ann én̄v hô fédennou, hag hô goulennou, hag a varnô anézhô.
46. Mar péc’hon̄t enn da énep (râk n’eûz dén e-béd ha na béc’hché) ; hag ô von̄t drouk enn-oud enn hô énep, mar lékéez anézhô étré daouarn hô énébourien : ha mar bézon̄t kaset da sklaved é douar hô énébourien a bell pé a dôst ;
47. Ha mar gréon̄t pinijen enn hô c’haloun é léac’h hô sklavérez ; ha mar tistrôon̄t ouz-id enn hô sklavérez, ha mar pédon̄t ac’hanod, ô lavarout : Péc’het hon eûz, droug ha fallagriez hon eûz gréat :
48. Ha mar tistrôon̄t ouz-id eûz a greiz hô c’haloun, hag eûz a greiz hô éné, é douar hô énébourien e péhini é vézin̄t bét kaset sklaved ; ha mar pédon̄t ac’hanod, ô sellout oud ann douar éc’h eûz rôet d’hô zadou, hag oud ar géar éc’h eûz dilennet, hag oud ann templ am eûz savet d’as hanô :
49. Té a zélaouô eûz ann én̄v, eûz ann oabl é péhini éma da drôn, hô fédennou hag hô goulennou, hag a varnô anézhô :
50. En em unvani a rî gan̄d da bobl péhini en deûz péc’het enn da énep, ha disteûrel a rî d’ézhô ann holl fallagriézou hô deûz gréat ouz-id : ha té a lakai da zével trugarez er ré gan̄t péré é vézin̄t sklaved, évit ma hô dévézô truez out-hô.
51. Râk da bobl ha da zigwéz in̄t ; ha té eo éc’h eûz hô zennet eûz a vrô ann Éjipt, eûz a greiz ar fourn houarn :
52. Évit ma vézô digor da zaoulagad out péden da zervicher, ha da bobl Israel, ha ma sélaoui out-hô é kémen̄t goulenn a rain̄t d’id.
53. Râk té eo éc’h eûz hô rannet eûz a douez holl boblou ann douar, da zigwéz d’id, ével ma éc’h eûz hé lavaret dré c’hénou Moizez, da zervicher, pa éc’h eûz tennet hon tadou eûz ann Éjipt, ô Aotrou, va Doué.
54. Hôgen pa en dôé Salomon peûr-genniget ar beden, hag ar goulenn-zé d’ann Aotrou, é savaz eûz a zirâg aoter ann Aotrou : râk lékéat en dôa hé zaoulin d’ann douar, hag astennet en dôa hé zaouarn étrézég ann én̄v.
55. Hag hén̄ a zavaz, hag a vennigaz holl vagad Israel, gan̄d eur vouéz kré, ô lavarout :
56. Benniget ra vézô ann Aotrou, péhini en deûz rôet ann éhan d’hé bobl Israel, hervez kémen̄d en dôa lavaret : n’eûz két kouézet eur gér hép-kén, eûz ann holl ré vâd a zô bét lavaret gan̄t Moizez hé zervicher.
57. Ra vézô ann Aotrou, hon Doué, gan-é-omp, ével ma eo bét gan̄d hon tadou ; na zilézet két ac’hanomp, ha na zistolet két ac’hanomp.
58. Hôgen ra dennô hor c’halounou étrézég enn-han̄, évit ma kerzimp enn hé holl hen̄chou, ha ma virimp hé c’hourc’hémennou, hag hé lidou, hag hé varnédigezou, ével ma en deûz hô c’hémennet d’hon tadou.
59. Ha ra vézô ar gériou-man̄, dré béré em eûz pédet dirâg ann Aotrou, tôst d’ann Aotrou, hon Doué, nôz-deiz évit ma rai barnédigez bemdez d’hé zervicher ha d’hé bobl Israel,
60. Évit ma wézô holl boblou ann douar, pénaoz ann Aotrou eo Doué hé-unan, ha n’eûz hini all némét-han̄.
61. Ra vézô ivé klôk hor c’haloun gan̄d ann Aotrou, hon Doué, évit ma kerzimp hervez hé gélennou, ha ma virimp hé c’hourc’hémennou, ével ma réomp hiriô.
62. Ar roué éta, hag holl Israel gan̄t-han̄, a laze viktimou dirâg ann Aotrou.
63. Ha Salomon a lazaz hostivou a béoc’h, hag a gennigaz d’ann Aotrou daou vil éjenn war-n-ugen̄t, ha c’houec’h ugen̄t mil dan̄vad : hag ar roué gan̄t bugalé Israel a westlaz templ ann Aotrou.
64. Enn deiz-zé ar roué a zan̄téleaz kreiz al leûr a oa dirâk tî ann Aotrou : râg hén̄ a gennigaz énô sakrifisou-losk ha sakrifisou all, ha lard ar viktimou a béoc’h, ô véza ma oa ré vihan ann aoter arem a oa dirâg ann Aotrou, ha na hellet két lakaad war-n-ézhi ar sakrifisou-losk, hag ar sakrifisou all, ha lard ar viktimou a béoc’h.
65. Salomon a réaz éta neûzé eur gouél brudet-brâz, hag holl Israel gan̄t-han̄, enn eur rumm brâz, adalek dôr Émat bété ster ann Ejipt, dirâg ann Aotrou hon Doué, é-pâd seiz dervez ha seiz dervez, da lavaroud eo pévarzék dervez.
66. Hag ann eizved dervez é kasaz ar boblou kuît, hag ar ré-man̄ a vennigé ar roué, hag a zistrôaz d’hô zeltou laouen-brâz, ha gan̄d eur galoun dréô évid ann holl vadou en dôa gréat ann Aotrou da Zavid hé zervicher, ha da Israel hé bobl.
1. Pa en dôé peûr-chréat Salomon tî ann Aotrou, ha tî ar roué, ha kémen̄d en dôa c’hoan̄téet, ha ma oa fellet d’ézhan̄ da ôber,
2. En em ziskouézaz ann Aotrou d’ézhan̄ eunn eil wéach ével ma oa en em ziskouézet d’ézhan̄ é Gabaon.
3. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Sélaouet em eûz oud ar béden hag oud ar goulenn éc’h eûz gréat dira-z-oun : san̄téléet em eûz ann tî-man̄ éc’h eûz savet, évit ma lakajenn énô va hanô da-vikenn ; ha va daou-lagad ha va c’haloun a vézô énô bépréd.
4. Ha té, mar kerzez dira-z-oun, ével ma en deûz kerzet da dâd, enn éeunder a galoun hag er reizded ; mar gréz kémen̄d em eûz gourc’hémennet d’id, ha mar mirez va lézennou ha va barnédigézou,
5. Mé a lakai da drôn da rén war Israel da-vikenn, ével ma em eûz komzet oud David da dâd, ô lavarout : Na vézô két tennet eunn dén eûz da wenn diwar drôn Israel.
6. Hôgen mar tistrôit diouz-in, c’houi hag hô pugalé ; ma n’am heûlit két, ha ma na virit két va gourc’hémennou, ha va lidou, ével ma em eûz hô rôet d’é-hoc’h, ha m’az ît da gavoud douéed a-ziavéaz, ha ma azeûlit anézhô ;
7. Mé a dennô Israel diwar c’horré ann douar em eûz rôet d’ézhô : ann tî-zé em eûz san̄téléet em hanô a daolinn pell diouc’h va daou-lagad ; hag Israel a vézô da zorc’hen ha da c’hoab é-touez ann holl boblou.
8. Hag ann ti-man̄ a vézô da skouér : kémen̄d hini a dréménô é-biou d’ézhan̄, a vézô souézet, hag a c’houibanô, ô lavarout : Pérâg en deûz gréat ann Aotrou kémen̄t-sé d’ann douar-man̄ ha d’ann tî-man̄ ?
9. Hag hî a lavarô : O véza ma hô deûz dilezet ann Aotrou hô Doué, péhini en dôa tennet hô zadou eûz a zouar ann Éjipt, ha ma hô deûz heûliet douéed a ziavéaz, oc’h azeûli hag ô lida anézhô : râk-sé eo en deûz ann Aotrou digaset ann holl zrouk-zé war-n-ézhô.
10. Hôgen a-benn ugen̄t vloaz goudé m’en dôé savet Salomon ann daou dî, da lavaroud eo tî ann Aotrou, ha tî ar roué,
11. (Hiram ô véza kaset da Zalomon koat sedr ha koat sapr, hag ann aour hervez ann ézomm en dôa), neûzé Salomon a rôaz da Hiram ugen̄t kéar é brô Galilé.
12. Hag Hiram a zeûaz eûz a Dir évit gwélout ar c’heriou en dôa rôet Salomon d’ézhan̄, ha na blijchon̄t két d’ézhan̄ ;
13. Hag hén̄ a lavaraz : Hag ar ré-zé eo ar c’heriou éc’h eûz rôet d’in, va breûr ? Hag hén̄ hô galvaz douar Chabul, ével ma eo galvet bété vréma.
14. Hiram a gasaz ivé d’ar roué Salomon c’houec’h-ugen̄t talan̄t aour.
15. Chétu pérâg é savaz ar roué Salomon tellou ; évit sével tî ann Aotrou hag hé dî hé-unan, ha Mello, ha mur Jéruzalem, hag Héser, ha Mageddo, ha Gazer.
16. Faraon, roué ann Éjipt, a oa piñet, en dôa kéméret Gazer, hag en dôa lékéat ann tân enn-hi : lazet en dôa ar C’hananéed a choumé é kéar, hag hé rôet en dôa d’hé verc’h, grég Salomon.
17. Salomon éta a zavaz Gazer, ha Bethoron ann izéla,
18. Ha Baalat, ha Palmira é brô ann distrô.
19. Krévaad a réaz ivé ann holl vourc’hiou a oa d’ézhan̄, hag a oa divur, ha keriou ar c’hirri, ha keriou ar varc’heien, ha kémen̄d a gavaz-mâd da zével é Jéruzalem, hag el Liban, hag é holl zouar hé rouan̄télez.
20. É-kén̄ver ann holl bobl a oa choumet eûz ann Amorréed, hag eûz ann Hétéed, hag eûz ar Férézéed, hag eûz ann Hévéed, hag eûz ar Jébuzéed, péré na oan̄t két eûz a vugalé Israel ;
21. Salomon a lékéaz hô bugalé péré a oa choumet er vrô, hép béza bét lazet gan̄t bugalé Israel, da baéa gwiriou, ével ma réon̄t c’hoaz bréma.
22. Hôgen Salomon na lékéaz hini eûz a vugalé Israel da zervicha : hî a oa hé vrézélidi, hé vinistred, hag hé brin̄sed, ha pennou hé armé, ha rénerien hé girri hag hé varc’heien.
23. Hôgen pemp kan̄t prin̄s hag han̄ter-kan̄t a ioa war labouriou Salomon, péré hô dôa galloud war ar bobl, hag a rôé hé urs diwar-benn ann holl labouriou.
24. Merc’h Faraon a biñaz eûz a géar David d’hé zî hé-unan, en dôa savet Salomon d’ézhi : neûzé é savaz Mello.
25. Salomon a gennigé ivé teir gwéach er bloaz sakrifisou-losk, hag hostivou a béoc’h war ann aoter en dôa savet d’ann Aotrou ; hag hén̄ a zevé louzou-c’houés-vâd dirâg ann Aotrou : hag ann templ a oé peûr-c’hréat.
26. Ar roué Salomon a réaz ivé listri vôr é Asiongaber, péhini a zô tôst da Élat, war aod ar môr Rûz, é brô ann Idumé.
27. Hag Hiram a gasaz war al listri-zé eûz hé zervicherien, merdéidi, péré a oa gwiziek diouc’h ar môr, gan̄t servicherien Salomon.
28. Hag hî, ô véza éat da Ofir, a géméraz énô pévar c’han̄t ugen̄t talan̄t aour, a zigaschon̄t d’ar roué Salomon.
1. Hôgen rouanez Saba, ô véza klevet komza eûz a Zalomon, é kémen̄d en dôa gréat é hanô ann Aotrou, a zeûaz évid hé arnodi gan̄t lavariou-gôlôet.
2. Hag hî, ô véza deûet da Jéruzalem gan̄d eunn heûl brâz ha kalz madou, gan̄t kan̄valed, péré a zougé louzou-c’houés-vâd, ha kalz a aour, ha mein talvouduz, a iéaz da gavout ar roué Salomon, hag é lavaraz d’ézhan̄ kémen̄d a oa war hé c’haloun.
3. Ha Salomon a zeskaz anézhi war gémen̄t gér a lavaraz-hi d’ézhan̄ : ha n’en em gavaz lavar é-béd a gémen̄t a oé kuzet d’ar roué ha na hellaz két displéga d’ézhi.
4. Hôgen rouanez Saba ô wélout holl furnez Salomon, hag ann tî en dôa savet,
5. Ha boéd hé daol, ha tiez hé zervicherien, ha reiz hé vinistred, hag hô diḻad, hag hé gôperien, hag ar sakrifisou-losk a gennigé é ti ann Aotrou, né oa mui hé spéred gan̄t-hi.
6. Hag hî a lavaraz d’ar roué : Gwîr eo ar péz em eûz klevet em brô,
7. Diwar-benn da lavariou, ha diwar-benn da furnez : ha na grédenn két ar péz a lavaren̄t d’in, kén na ounn deûet, ha ma em eûz gwélet gan̄t va daou-lagad, ha ma em eûz anavézet pénaoz né oa két bét lavaret d’in ann han̄ter eûz ar péz a ioa. Brasoc’h eo da furnez ha da ôberiou égéd ar vrûd em eûz klevet.
8. Euruz eo da dûd, euruz eo da zervicherien, péré a zô bépred dira-z-oud, hag a glev da furnez.
9. Benniget ra vézô ann Aotrou da Zoué, da béhini éc’h eûz plijet, ha péhini en deûz da lékéat war drôn Israel, ô véza ma en deûz ann Aotrou karet Israel da-vikenn, hag en deûz da lékéat da roué, évit ma rajez barn ha reiz.
10. Hag hî a rôaz d’ar roué c’houec’h-ugen̄t talan̄t aour, ha kalz louzou-c’houés-vâd, ha mein talvouduz-brâz : biskoaz n’eo bét digaset kémen̄d all a louzou c’houés-vâd, ével ma rôaz rouanez Saba d’ar roué Salomon.
11. Listri Hiram péré a zougé ann aour eûz a Ofir, a zigasaz ivé eûz a Ofir kalz koat c’houés-vâd, ha mein talvouduz-brâz.
12. Hag ar roué a réaz gan̄d ar c’hoat c’houés-vâd gwerzidi tî ann Aotrou, ha tî ar roué, ha télennou ha lirennou évid ar varzed : ha n’eo bét digaset, ha n’eo bét gwélet koat c’houés-vâd bétég-henn.
13. Hôgen ar roué Salomon a rôaz da rouanez Saba kémen̄d ha ma c’hoan̄taaz-hî ha ma choulennaz digan̄t-han̄ ; hép nivéri ar péz en dôa rôet d’ézhi ken̄t gan̄d eul largen̄tez a roué. Hag hî a iéaz-kuît, hag a zistrôaz d’hé brô gan̄d hé zûd.
14. Poéz ann aour a zouged bép bloaz da Zalomon, a oa eûz a c’houec’h kan̄t talan̄t aour c’houec’h ha tri-ugen̄t :
15. Hép nivéri ar péz a zigasé ar ré a oa é penn ar gwiriou, hag ar varc’hadourien, hag ar ré a werzé traou dibaot, hag holl rouéed ann Arabia, ha rénerien ar vrô.
16. Ar roué Salomon a réaz ivé daou chan̄t tiren aour ar glana : c’houec’h kan̄t sikl aour a rôaz évit pép tiren.
17. Ober a réaz ivé tri c’han̄t tirennik aour glân : tri c’han̄t min aour a ioa é pép tirennik. Hag ar roué hô lékéaz é tî koat al Liban.
18. Ar roué Salomon a réaz ivé eunn trôn brâz gan̄d olifan̄t, hag hén̄ hé wiskaz gan̄d aour ar méléna.
19. C’houéac’h daez en dôa : ha lein ann trôn a oa kelc’hek enn hé ziadré : ha daou zourn tû-man̄ ha tû-hon̄t a zalc’hé ar sich : ha daou léon a ioa oc’h ann daou zourn.
20. Daouzék léon bihan a ioa war ar c’houéac’h daez tû-man̄ ha tû-hon̄t : n’eo bét gréat labour é-béd hén̄vel oud hé-man̄ enn holl rouan̄télésiou.
21. Kémen̄t lestr é péhini éc’h évé ar roué Salomon a oa a aour : hag holl arrébeûri tî koat Liban a oa eûz a aour ar glana. Na oan̄t két gréat gan̄d arc’han̄t ; râk nétrâ na oa kavet kaer a-walc’h é deisiou Salomon ;
22. Râk listri vôr ar roué, gan̄t listri Hiram a iéa eur wéach bép tri bloaz da Darsis, hag a zigasé ac’hanô aour, hag arc’han̄t, ha den̄t olifan̄ted, ha marmouzed, ha pauned.
23. Ar roué Salomon éta a oé dreist holl rouéed ann douar gan̄d hé vadou ha gan̄d hé furnez.
24. Hag ann holl zouar a c’hoan̄téé gwélout dremm Salomon, ha sélaoui hé furnez, en dôa rôet Doué enn hé galoun.
25. Ha pép-hini a zigasé d’ézhan̄ bép bloaz rôou, listri arc’han̄t hag aour, diḻad hag armou évid ar brézel, ha louzou-c’houés-vâd, ha kézek ha muled.
26. Ha Salomon a zastumaz kirri ha marc’heien : hag hén̄ en dôé pévarzék kan̄t karr, ha daouzék mil marc’hek : hag hén̄ a lékéaz anézhô dré ar c’heriou, hag é-tâl ar roué é Jéruzalem.
27. Lakaad a réaz ann arc’han̄t da véza ker stan̄k é Jéruzalem ével ar vein ; ha ma oé gwélet kémen̄d a zedr ével a skaô-grâc’h a zavé er mesiou.
28. Digas a réad kézek da Zalomon eûz ann Éjipt hag eûz a Goa : râk marc’hadourien ar roué hô fréné é Koa, hag hô digasé diouc’h eur priz.
29. Don̄d a réa er-méaz eûz ann Ejipt pévar marc’h évit c’houec’h kan̄t sikl arc’han̄t hag eur marc’h évit kan̄t hag han̄ter-kan̄t. Hag ével-sé holl rouéed ann Hétéed hag ar Siria a werzé hô c’hézek.
1. Hôgen ar roué Salomon a garaz kalz merc’hed a-ziavéaz (hép nivéri merc’h Faraon), ha Moabitézed, hag Ammonitézed, hag Iduméézed, ha Sidoniézed, hag Hétéézed,
2. Eûz ar vrôadou diwar-benn péré en deûz lavaret ann Aotrou da vugalé Israel : Na géméri két a c’hragez enn hô zouez, hag hî na gémérin̄t két a c’hragez enn da douez : râg hî a zistrôfé hô kalonou, évit ma heûlfac’h hô douéed. Hôgen Salomon en em stagaz out-hô gan̄d eur galoun karan̄tézuz-brâz.
3. Hag hén̄ en dôé seiz kan̄t grég é-doaré rouanézed, ha tri c’han̄t grég-serc’h : hag ar gragez-zé a douellaz hé galoun.
4. Ha pa édô kôz dijâ, é oé saotret hé galoun gan̄d ar merc’hed, a lékéaz anézhan̄ da heûlia douéed a-ziavéaz ; ha né oa két klôk hé galoun dirâg ann Aotrou hé Zoué, ével ma oa bét kaloun David, hé dâd.
5. Hôgen Salomon a azeûlaz Astarté, douéez ar Sidonied, ha Moloc’h, idol ann Ammonited.
6. Ha Salomon a réaz ar péz na blijé két d’ann Aotrou, ha na heûliaz két ann Aotrou bépréd, ével m’en dôa gréat David, hé dâd.
7. Neûzé Salomon a zavaz eunn templ da C’hamos, idol ar Voabited, war ar ménez a zô war-harz Jéruzalem, ha da Voloc’h, idol bugalé Ammon.
8. Hag ével-sé é réaz évid hé holl c’hragez a-ziavéaz, péré a zévé ézan̄s, hag a réa sakrifisou d’hô douéed.
9. Sével a réaz éta droug enn Aotrou out Salomon, ô véza m’en dôa distrôet hé galoun diouc’h ann Aotrou, Doué Israel, péhini a oa en em ziskouézet d’ezhan̄ eunn eil wéach,
10. Hag en dôa gourc’hémennet d’ézhan̄ ann dra-man̄, na heûlfé két douéed a-ziavéaz ; ha n’en deûz két miret ar péz en deûz gourc’hémennet ann Aotrou.
11. Râk-sé é lavaraz ann Aotrou da Zalomon : O véza ma eo bét kémen̄t-sé enn-oud, ha n’éch eûz két miret va c’hévrédigez, nag ar c’hémennou em bôa gréat d’id, mé a rogô hag a rannô da rouan̄télez, hag a rôi anézhi da unan eûz da zervicherien.
12. Koulskoudé n’her grinn két enn da zeisiou, enn abek da Zavid da dâd : eûz a zourn da vâb é ranninn anézhi.
13. Na denninn két ar rouan̄télez holl diout-han̄ ; hôgen eur vreûriez a rôinn d’as vâb, enn abek da Zavid, va zervicher, hag enn abek da Jéruzalem em eûz dilennet.
14. Hôgen ann Aotrou a lékéaz da zével da énébour da Zalomon Adad, ann Iduméad, eûz a wenn ar roué a oa é Édom.
15. Râk pa édô David enn Iduméa, Joab, prin̄s ar vrézélidi, a biñaz évit bésia ar ré a oa bét lazet, hag évit laza ann holl baotred enn Iduméa.
16. (Hôgen Joab a choumaz énô é-pâd seiz miz, hag Israel holl, en̄dra ma lazé holl baotred ann Iduméa) ;
17. Adad a dec’haz, ha gan̄t-han̄ Iduméed, servicherien hé dâd, évit mon̄d enn Éjipt : hôgen Adad a oa neûzé eur bugel.
18. Hag hî ô véza savet eûz a Vadian, a zeûaz da Faran, hag ô véza kéméret gan̄t-hô tûd eûz a Faran, éz éjon̄t enn Éjipt étrézé Faraon, roué ann Éjipt, péhini a rôaz eunn tî da Adad, a lékéaz rei boéd d’ézhan̄, hag a rôaz douar d’ézhan̄.
19. Hag Adad a gavaz eunn drugarez vrâz dirâk Faraon, enn hévélep doaré ma roaz d’ézhan̄ da c’hrég c’hoar-gompez ar rouanez Tafnez, he c’hrég hé-unan.
20. Ha c’hoar Tafnez a c’hanaz d’ézhan̄ eur mâb hanvet Génubat ; ha Tafnez a vagaz anézhan̄ é ti Faraon : ha Génubat a choumé é tî Faraon gan̄d hé vugalé.
21. Pa glevaz Adad enn Éjipt pénaoz é oa kousket David gan̄d hé dadou, ha pénaoz é oa marô Joab, prin̄s ar vrézélidi, é lavaraz da Faraon : Va léz da von̄t d’am brô.
22. Ha Faraon a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a ziouérez-té em zî, évit ma klaskfez mon̄d d’as prô ? Hag hén̄ a lavaraz : Nétrâ, hôgen da bédi a rann d’am lézel da von̄t.
23. Doué a lékéaz ivé da zével enn hé énep Razon, mâb Éliada, péhini a oa tec’het diouc’h Adarézer, roué Soba hé aotrou :
24. Hag hén̄ a strollaz tûd out-han̄, hag a zeûaz da brin̄s al laéroun, pa lazé David anézhô : hag hî a iéaz da Zamas, hag a choumaz énô, hag a lékéaz anézhan̄ da roué é Damas.
25. Hag hén̄ a oé da énébour da Israel é holl zeisiou Salomon : hag ac’hanô droug Adad, hag ar c’hâs en dôa oud Israel : hag hén̄ a rénaz é Siria.
26. Jéroboam, mâb Nabat, Éfratéad eûz a Zaréda servicher Salomon, ha péhini en dôa da vamm eur c’hrég in̄tan̄vez hanvet Sarva, a zavaz ivé hé zourn a-éneb ar roué.
27. Ha chétu aman̄ ann abeg eûz hé zispac’h a-éneb ar roué, ô véza m’en dôa Salomon savet Mello, ha m’en dôa kompézet poull kéar David, hé dâd.
28. Hôgen Jéroboam a oa eunn dén kré ha galloudek : ha Salomon ô wélout pénaoz é oa eur paotr skian̄tet-mâd ha gwén, a lékéaz anézhan̄ da benn war dellou holl dî Jozef.
29. C’hoarvézout a réaz enn amzer-zé pénaoz Jéroboam a zeûé er-méaz eûz a Jéruzalem, hag ar profed Ahias, ar Siloniad, a gavaz anézhan̄ enn hen̄t ; hag hé-man̄ en dôa war hé gein eur van̄tel névez : hôgen né oa némét-hô hô-daou er park.
30. Hag Ahias ô kémérout ar van̄tel névez a oa war-n-ézhan̄, hé rogaz é daouzek lôden.
31. Hag hen̄ a lavaraz da Jéroboam : Kémer dék lôden évid-oud ; râk chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué Israel : Chétu mé a rogô ar rouan̄télez eûz a zourn Salomon, hag é rôinn d’id dék breûriez.
32. Koulskoudé é choumô d’ézhan̄ eur vreûriez, enn abek da Zavid va zervicher, ha d’ar géar a Jéruzalem, em eûz dilennet é-touez holl vreûriézou Israel,
33. O véza ma en deûz va dilézet, ha ma en deûz azeûlet Astarté, douéez ar Sidonied, ha C’hamos, doué Moab, ha Moloc’h, doué bugalé Ammon : ha n’eo két kerzet em hen̄chou, évid ôber ar péz a oa reiz dira-z-oun, hag évit mirout va chélennou ha va barnédigézou ével David, hé dâd.
34. Na denninn két ar rouan̄télez holl eûz hé zourn ; hôgen hé lézel a rinn da réna é-pâd ann holl zeisiou eûz hé vuez, enn abek da Zavid, va zervicher, péhini em eûz dilennet, péhini en deûz miret va gourc’hémennou ha va c’hélennou.
35. Hôgen tenna a rinn ar rouan̄télez eûz a zourn hé vâb, hag é rôinn d’id dék breûriez anézhi :
36. Ha d’hé vâb é rôinn eur vreûriez, évit ma choumô bépréd eur c’hleûzeur da Zavid, va zervicher, dira-z-oun é kéar Jéruzalem, em eûz dilennet, évit ma vijé va hanô énô.
37. Hôgen té a gémérinn, hag é réni war gémen̄d a c’hoan̄tai da galoun, hag é vézi roué war Israel.
38. Mar sélaouez éta kémen̄d ha ma c’hourc’hémenninn d’id, mar kerzez em hen̄chou, ha mar gréz ar péz a zô reiz dira-z-oun, ô virout va gourc’hémennou ha va c’hélennou, ével ma en deûz gréat David, va zervicher ; mé a vézô gan-éz, hag é savinn d’id eunn tî féal, ével ma em eûz savet tî David, hag é rôinn Israel d’id.
39. Ha mé a c’hlac’harô gwenn David diwar-benn kémen̄t-sé ; hôgen na vézô két da-vikenn.
40. Salomon éta a fellaz d’ézhan̄ laza Jéroboam : hôgen hé-man̄ a zavaz, hag a déc’haz enn Éjipt étrézé Sésak, roué ann Éjipt ; hag hén̄ a choumaz enn Éjipt, kén na oé marô Salomon.
41. Lavariou all Salomon, hag hé ôberiou, hag hé furnez, a zô skrivet holl é levr lavariou deisiou Salomon.
42. Ann deisiou é-pâd péré ma rénaz Salomon é Jéruzalem war Israel holl, a oé eûz a zaou-ugen̄t vloaz.
43. Ha Salomon a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet é kéar David, hé dâd ; ha Roboam a rénaz enn hé léac’h.
1. Neûzé Roboam a zeûaz da Zichem : râg énô eo é oa dastumet Israel holl évid hé lakaad da roué.
2. Hôgen Jéroboam, mâb Nabat, péhini a oa c’hoaz enn Éjipt é péléac’h é oa tec’het a zirâk roué Salomon, ô véza klevet é oa marô, a zistrôaz eûz ann Éjipt.
3. Kaset é oé étrézég enn-han̄ évid hé lakaad da zon̄t : Jéroboam éta, hag holl dûd Israel a zeûaz, hag a gomzaz out Roboam, ô lavarout :
4. Da dâd en dôa lékéat war-n-omp eur iéô gwall galet : hôgen té bréma skan̄va eunn nébeût ar rénadur ker kalet eûz da dâd, hag ar iéô ker pounner en dôa lékéat war-n-omp, ha nî a zervichô ac’hanod.
5. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : It épad tri dervez, ha neûzé distrôit d’am c’havout. Ha pa oé éat ar bobl kuît,
6. Ar roué Roboam a zalc’haz kuzul gan̄d ann hénaoured a zavé dirâk Salomon hé dâd pa édô c’hoaz béô, hag a lavaraz : Pétrâ a guzuḻit d’in da respoun̄ta d’ar bobl-zé ?
7. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Mar sen̄tez hiriô oud ar bobl-zé, ha mar servichez anézhan̄, ha mar gréz ar péz a c’houlennont, ô komza out-hô gan̄d habaskded, hî a zervichô ac’hanod da-vikenn.
8. Hôgen hén̄ a zistaolaz ar c’huzul hô dôa rôet d’ézhan̄ ann hénaoured ; hag hén̄ a c’houlennaz kuzul digan̄d ann dûd-iaouan̄k péré a oa bét maget gan̄t-han̄, hag a oa war hé drô ;
9. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pé guzul a rôit-hu d’in, évit ma respoun̄tinn d’ann dûd-zé péré hô deûz lavaret d’in : Skan̄va ar iéô en deûz lékéat da dâd war-n-omp ?
10. Hag ann dûd-iaouan̄k péré a oa bét maget gan̄t-han̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Evel-henn é komzi oud ann dûd-zé péré hô deûz komzet ouz-id, ô lavarout : Da dâd en deûz lékéat hor iéô da véza pounner, skan̄va hén̄ d’é-omp, té. Ével-henn é komzi out-hô : Va biz bihan a zô tévoc’h égét kein va zâd.
11. Va zâd, émé c’houi, en deûz lékéat war-n-hoc’h eur iéô pounner, ha mé hel lakai c’hoaz da véza pounnéroc’h : va zâd en deûz skôet war-n-hoc’h, gan̄t skourjézou, ha mé a skôi war-n-hoc’h gan̄t kruged.
12. Jéroboam éta, hag ann holl bobl a zeûaz ann trédé deiz étrézé Roboam, ével m’en dôa lavaret ar roué : Distrôit d’am c’havout ann trédé deiz.
13. Hag ar roué a respoun̄taz d’ar bobl gan̄t garven̄tez, hag ô tilézel ar c’huzul hô dôa rôet d’ézhan̄ ann hénaoured,
14. É komzaz out-hô hervez kuzul ar ré-iaouan̄k, ô lavaroud : Va zâd en deûz lékéat war-n-hoc’h eur iéô pounner, ha mé hel lakai c’hoaz da véza pounnéroc’h : va zâd en deûz skôet war-n-hoc’h gan̄t skourjézou, ha mé a skôi war-n-hoc’h gan̄t kruged.
15. Hag ar roué ne falvézaz két d’ézhan̄ ôber ar péz a c’houlenné ar bobl (T), ô véza ma oa en em zistrôet ann Aotrou diout-han̄, évit ma sévenché ar gér en dôa rôet dré c’hénou Ahias, ar Siloniad, da Jéroboam, mâb Nabat.
16. Pa wélaz ar bobl pénaoz na fellé két d’ar roué hé sélaoui, é léverchon̄t d’ézhan̄ : Pé lôd hon eûs-ni é David ? Na pé digwéz é mâb Isai ? Israel, kéa d’as teltou, ha té, David, gwél bréma da dî. Hag Israel a iéaz d’hé deltou.
17. Hôgen Roboam a rénaz war ar vugalé eûz a Israel péré a choumé é keriou Juda.
18. Ar roué Roboam a gasaz éta Aduram péhini a oa war ann tellou : hag Israel holl a labézaz anézhan̄, kén na oé marô. Hôgen ar roué Roboam a biñaz râk-tâl war hé garr, hag a dec’haz da Jéruzalem.
19. Hag Israel en em zistagaz eûz a dî David, bété vréma.
20. Pa glevaz Israel holl pénaoz é oa distrôet Jéroboam, é kaschon̄t tûd d’hé c’hervel évid don̄d enn hô strollad, hag é lékéjon̄t anézhan̄ da roué war Israel holl ; hag hini anézhô n’az éaz war heûl tî David némét breûriez Juda hép-kén.
21. Hôgen Roboam ô véza deûet da Jéruzalem, a zastumaz holl dî Juda ha breûriez Ben̄jamin, naô-ugen̄t mil dén-a-vrézel, tûd évit ar ré wella, évit stourmi out tî Israel, ha digas adarré ar rouan̄télez da Roboam, mâb Salomon.
22. Hôgen gér ann Aotrou a iéaz étrézé Séméias, dén Doué, ô lavarout :
23. Komz out Roboam, mâb Salomon, roué Juda, hag oud holl dî Juda ha Ben̄jamin, hag oud ar ré all eûz ar bobl, ô lavarout :
24. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Na biñot két, ha na vrézélékéot két a-énep hô preûdeûr, bugalé Israel. Distrôet pép-hini d’hé dî ; râk mé eo em eûz gréat kémen̄t-sé. Hi a zélaouaz lavar ann Aotrou, hag a zistrôaz eûz hô hen̄t, ével m’en dôa ann Aotrou hé c’hourc’hémennet d’ézhô.
25. Hôgen Jéroboam a zavaz Sichem war vénez Éfraim, hag a choumaz enn-hi : hag ô veza éat er-méaz ac’hanô, é savaz Fanuel.
26. Ha Jéroboam a lavaraz enn hé galoun : A-benn némeûr é tistrôi ar rouan̄télez da di David.
27. Mar piñ ar bobl-man̄ évid ôber sakrifisou é tî ann Aotrou é Jéruzalem, kaloun ar bobl-man̄ a drôi oud he aotrou Roboam, roué Juda ; hag hî a lazô ac’hanoun hag a zistrôi étrézég-hén̄.
28. Ha goudé béza gréat hé sonch gan̄t-han̄ (T), é réaz daou leûé aour, hag é lavaraz d’ar bobl : Na biñit mui da Jéruzalem : Israel, chétu da zouéed, péré hô deûz da zigaset eûz a vrô ann Éjipt.
29. Hag hén̄ a lékéaz unan é Betel, hag égilé é Dan.
30. Ha kémen̄t-se a zeûaz da béc’hed ; râg ar bobl a iéa bété Dan évid azeûli al leûé.
31. Ober a réaz ivé templou war al lec’hiou uc’hel, ha béleien eûz ar ré zistéra eûz ar bobl, péré na oan̄t két eûz a vipien Lévi.
32. Lakaad a réaz ivé eunn deiz lîd enn eizved mîz, er pemzekved deiz eûz ar mîz, é doaré ar goél-brâz a oa lidet é Juda. Hag hén̄ a biñé oud ann aoter, ével ma réaz é Bétel, évid ôber sakrifisou d’al leûéou en dôa gréat : hag hén̄ a lékéaz é Bétel béleien évid al lec’hiou uc’hel en dôa savet.
33. D’ar pemzékved deiz eûz ann eizved mîz, en dôa kavet enn hé galoun hé-unan, é piñaz oud ann aoter en dôa savet é Bétel : hag hén̄ a réaz eur goél-brâz da vugalé Israel, hag hén̄ a biñaz oud ann aoter évid dévi ézan̄s.
1. Ha chétu eunn dén Doué a zeûaz dré c’hér ann Aotrou da Vétel, pa édô Jéroboam enn hé zâ oud ann aoter, ha ma taolé ann ézan̄s.
2. Hag hén̄ a c’harmaz oud ann aoter dré c’hér ann Aotrou, hag a lavaraz : Aoter, aoter, ével-henn é lavar ann Aotrou ; chétu é vézô ganet eur mâb é tî David, a vézô hanvet Josias, hag a lazô war-n-oud béleien al lec’hiou uc’hel, péré a zév bréma ézan̄s war-n-oud, hag a zévô war-n-oud eskern ann dûd.
3. Hag hén̄ a rôaz eunn arouéz enn deiz-zé, ô lavarout : Hou-man̄ a vézô ann arouez pénaoz en deûz komzet ann Aotrou : chétu é fraḻô ann aoter, hag é vézô feltret al ludu a zô war-n-ézhan̄.
4. Pa glevaz ar roué ar geriou en dôa garmet ann dén Doué oud ann aoter a oa é Bétrel, é astennaz hé zourn eûz ann aoter, ô lavarout : Krogit enn-han̄. Hag ann dourn en dôa astennet out-han̄ a zéc’haz ; ha na hellaz mui hé denna étrézég enn-han̄.
5. Ann aoter ivé a fraḻaz, hag al ludu a oa war-n-ézhi a oé feltret hervez ann arouéz en dôa rôet ann dén Doué dré c’hér ann Aotrou.
6. Hag ar roué a lavaraz d’ann dén Doué : En em erbéd dirâg ann Aotrou, da Zoué, ha péd évid-oun, évit ma tistrôiô va dourn din. Hag ann dén Doué a bédaz dirâg ann Aotrou, ha dourn ar roué a zistrôaz d’ézhan̄, hag a zeûaz ével ken̄t.
7. Hag ar roué a lavaraz d’ann dén Doué : Deûz da leina gan-én̄ em zi, ha mé a rôiô d’id traou kaer. (T).
8. Hag ann dén Doué a lavaraz d’ar roué : Ha pa rôfez d’in ann han̄ter eûz da dî, n’az ajenn két gan-éz, ha na zebrchenn kéd a vara, ha na évchenn kéd a zour el léac’h-man̄ :
9. Râg ével-henn eo bét gourc’hémennet d’in gan̄t gér ann Aotrou, ô lavarout : Na zebri kéd a vara, ha na évi kéd a zour, ha na zistrôi két dré ann hen̄t ma oud deûet.
10. Mon̄d a réaz éta kuît dré eunn hen̄t all, ha na zistrôaz két dré ann hen̄t ma oa deûet da Vétel.
11. Hôgen béz’ éz oa eur profed kôz hag a choumé é Bétel ; hag hé vipien a zeûaz, hag a lavaraz d’ézhan̄ kémen̄d en dôa gréat ann dén Doué enn deiz-zé é Bétel : hag hî a zanévellaz ivé d’hô zâd ar geriou en dôa lavaret d’ar roué.
12. Hag hô zâd a lavaraz d’ézhô : Dré bé hen̄t ef-hén̄ éat ? Hag hé vipien a ziskouézaz d’ézhan̄ dré hé hen̄t é oa éat-kuît ann dén Doué a oa deûet eûz a Juda.
13. Hag hén̄ a lavaraz d’hé vipien : Likid eunn dibr war eunn azen d’in. Ha pa oé dibret gan̄t-hô, é piñaz war-n-ézhan̄.
14. Hag éz éaz war-lerc’h ann dén Doué, hag é kavaz anézhan̄ azézet dindân eunn térébin̄t : hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Ha té eo ann dén Doué a zô deûet eûz a Juda ? Hag hén̄ a lavaraz : Mé eo.
15. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Deûz gan-en̄ d’am zî évid dibri bara.
16. Hag hén̄ a lavaraz : Na hellann két distrei, na mon̄t gan-éz, na dibri, nag éva dour el leac’h-man̄ :
17. Râg ann Aotrou en deûz komzet ouz-in dré c’hér ann Aotrou, ô lavarout : Na zebri kéd a vara, ha na évi kéd a zour énô, ha na zistrôi két dré ann hén̄t ma vézi éat.
18. Hag hé-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Profed ounn ivé ével-d-oud ; hag eunn éal en deûz komzet ouz-in dré c’hér ann Aotrou, ô lavarout : Digas-hén̄ gan-éz enn da dî, évit ma tebrô bara, ha ma évô dour. Hag hé-man̄ a douellaz anézhan̄,
19. Hag hé gasaz gan̄t-han̄ : hag hén̄ a zebraz bara, hag a évaz dour enn hé dî.
20. Ha pa oan̄t azézet ouc’h taol, gér ann Aotrou a zeûaz étrézég ar profed en dôa hé lékéat da zistrei.
21. Hag hén̄ a charmaz oud ann dén Doué a oa deûet eûz a Juda, ô lavarout : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou : O véza n’éc’h eûz két sen̄tet out gér ann Aotrou, ha n’éc’h eûz két miret ar gourc’hémenn en dôa gréat did ann Aotrou, da Zoué,
22. Ha ma oud distrôet, ha ma éc’h eûz debret bara, ha ma éc’h eûz évet dour, el léac’h é péhini en dôa ann Aotrou lavaret d’id na zebrchez bara, na na évchez dour, na vézô két douget da gorf-marô é béz da dadou.
23. Ha pa en dôé hé-man̄ debret hag évet, ar profed en dôa hé zigaset a zibraz hé azen d’ézhan̄.
24. Ha p’az éa hé-man̄ kuît, eul léon en em gavaz gan̄t-han̄ enn hen̄t, hag a lazaz anézhan̄, hag hé gorf-marô a choumaz gourvézet enn hen̄t : hôgen ann azen a oa choumet enn hé gichen, hag al léon a oa choumet é-kichen hé gorf-marô.
25. Ha chétu tûd péré a iéa ébiou, a wélaz ar c’horf-marô gourvézet enn hen̄t, hag al léon péhini a oa choumet é-tal ar c’horf-marô. Hag hî a zeûaz hag a lavaraz kémen̄t-sé er géar é péhini a choumé ar profed kôz-zé.
26. Pa glevaz ar profed péhini en dôa hé lékéat da zistrei eûz hé hen̄t, é lavaraz : Ann dén Doué eo péhini a zô bét dizen̄t da c’hér ann Aotrou ; hag ann Aotrou en deûz hé rôet d’al léon, péhini en deûz hé zraḻet, hag hé lazet, hervez ar gér en dôa rôet ann Aotrou d’ézhan̄.
27. Hag hén̄ a lavaraz d’hé vipien : Likid eunn dibr war eunn azen d’in. Ha pa oé dibret gan̄t-hô,
28. Éz éaz hén̄, hag é kavaz hé gorf-marô gourvézet eun hen̄t, hag ann azen hag al léon a oa choumet enn hé gichen. Al léon na zebraz két ar chorf-marô, ha na réaz drouk é-bed d’ann azen.
29. Hag ar profed a géméraz korf-marô ann dén Doué, hag a lékéaz anézhan̄ war ann azen, hag a zougaz anézhan̄ d’ar géar é péhini é choumé, évid ôber hé gan̄v.
30. Hag hén̄ a lékéaz hé gorf-marô enn hé véz hé-unan : hag hî a réaz hé gan̄v, ô lavarout : Allaz, allaz, va breûr !
31. Ha p’hô dôé gréat hé gan̄v, é lavaraz-hén̄ d’hé vipien : Pa vézinn marô, é vésiot ac’hanoun er béz é péhini eo bésiet ann dén Doué : likiit va eskern oud hé eskern :
32. Râg ar péz en deûz diouganet diouc’h lavar ann Aotrou, a-éneb ann aoter a zô é Bétel, hag a éneb ann holl demplou eûz al lec’hiou uc’hel a zô é kériou Samari a c’hoarvézô héb arvar.
33. Goudé kémen̄t-sé na zistrôaz két Jéroboam diouc’h hé wall vuez ; hôgen enn-énep é lékéaz da véleien el lec’hiou uc’hel eûz ar ré zistéra eûz ar bobl. Piou-bennâg a fellé d’ézhan̄, a leûnié hé zourn, hag a zeûé da vélek el lec’hiou uc’hel.
34. Ha dré-zé é péc’haz tî Jéroboam, hag é oé diskaret ha lamet diwar-c’horré ann douar.
1. Enn amzer-zé Abia, mâb Jéroboam, a zeûaz da véza klan̄v.
2. Ha Jéroboam a lavaraz d’hé c’hrég : Saô, ha laka diḻad all, évit na vézô két gwézet pénaoz oud grég da Jéroboam : ha kéa da Zilo, é péléac’h éma ar profed Ahias, péhini en deûz lavaret d’in é rénchenn war ar bobl-man̄.
3. Ha kémer enn da zourn dék bara, hag eur wastel, hag eur pôd mél, ha kéa d’hé gavout : râg hén̄ a rôi da anaout d’id pétrâ a dlé da c’hoarvézout gan̄t ar bugel-zé.
4. Grég Jéroboam a réaz ével m’en dôa lavaret-hén̄ : hag hî a zavaz hag a iéaz da Zilo, hag a zeûaz da dî Ahias. Hôgen hén̄ na hellé ket gwélout, ô véza ma oa tévaléet hé zaoulagad enn abek d’hé gôzni.
5. Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Ahias : Chétu grég Jéroboam a zeû évit goulenni kuzul digan-éz diwar-benn hé mâb a zô klan̄v : ével-henn hag ével-henn é liviri d’ézhi. Pa zeûé éta hou-man̄ enn tî, ha ma kuzé piou é oa,
6. Ahias a glevaz ann trouz eûz hé zreid, pa dreûzaz-hî ann ôr, hag é lavaraz : Deûz ébarz, grég Jéroboam ; pérâg é fell d’id kuza piou oud ? Hôgen mé a zô bét kaset évit diskléria d’id eur gwall gélou.
7. Kéa, ha lavar da Jéroboam : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : Pétrâ-bennâg ma em eûz da zavet eûz a douez ar bobl, ha ma em eûz da lékéat da réna war va fobl Israel :
8. Ma em eûz rannet rouan̄télez tî David, hag hé rôet d’id ; ha n’oud két bét ével David, va zervicher, péhini en deûz miret va c’hélennou, en deûz va heûliet a greiz hé galoun, oc’h ôber ar péz a oa mâd dira-z-oun ;
9. O véza ma éc’h eûz gréat droug dreist ar ré holl a zô bét enn da raok ; ha ma éc’h eûz gréat évid-oud douéed a-ziavéaz ha taolet é teûz, évit va lakaad da von̄t drouk enn-oun ; ha ma éc’h eûz va zaolet adré da gein :
10. Râk-sé é kasinn gloaz war dî Jéroboam, hag é skôinn é ti Jéroboam bétég al loéned, bétég ann hini a zalc’hed klôz, hag ann distéra eûz a Israel : ha mé a garzô ar ré all eûz a di Jéroboam, ével ma karzeur ann teil bétég ann tamm divéza.
11. Ar ré eûz a dî Jéroboam a varvô é kéar, a vézô débret gan̄d ar chas ; hag ar ré a varvô war ar méaz, a vézô dispennet gan̄d evned ann én̄v : râg ann Aotrou en deûz hé lavaret.
12. Hôgen té, sâv ha kéa d’as tî : ha p’az ai da dreid e kéar, é varvô ar bugel :
13. Hag Israel holl a wélô war-n-ézhan̄, hag a vésiô anézhan̄ : râk na vézô némed hen-nez eûz a dî Jéroboam a vézô lékéat er béz ; râg ann Aotrou, Doué Israel, en deûz sellet a druez out-han̄ é tî Jéroboam.
14. Hôgen ann Aotrou en deûz lékéat d’ézhan̄ eur roué war Israel, péhini a skôi gan̄t tî Jéroboam enn deiz-man̄, hag enn amzer-man̄ :
15. Hag ann Aotrou Doué a skôi gan̄d Israel, ével ma eo héjet ar gorsen gan̄d ann dour ; hag hén̄ a ziframmô Israel eûz ann douar mâd-zé en deûz rôet d’hô zadou, hag a skiñô anézhô enn tû all d’ar ster ; ô véza ma hô deûz gréat évit-hô koajou-sakr, évit lakaad ann Aotrou da von̄t drouk enn-han̄ enn hô énep.
16. Hag ann Aotrou a rôi Israel é preiz, enn abek da béc’hejou Jéroboam, péhini en deûz péc’het, ha lékéat Israel da béc’hi.
17. Grég Jéroboam éta a zavaz, a iéaz-kuît, hag a zeûaz da Dersa : ha pa lékéa-hî he zroad war dreûzou ann tî, é varvaz ar bugel.
18. Hag hî a vésiaz anézhan̄. Hag Israel holl a wélaz dézhan̄ hervez m’en dôa lavaret ann Aotrou dré c’hénou Ahias, ar profed, hé zervicher.
19. Oberiou all Jéroboam, pénaoz é stourmaz, ha pénaoz é rénaz, a zô skrivet el levr ann ôberiou a bép bloaz eûz a rouéed Israel.
20. Hôgen ann deisiou ma rénaz Jéroboam, a oé eûz a zaou vloaz war-n-ugen̄t : hag hén̄ a gouskaz gan̄d hé dadou ; ha Nadab, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.
21. Hôgen Roboam, mâb Salomon, a rénaz é Juda. Eur bloaz ha daou-ugen̄t en dôa pa zeûaz da réni ; ha seiték vloaz é rénaz é kéar Jéruzalem, en dôa dilennet ann Aotrou é-touez holl vreûriézou Israel évit lakaad hé hano énô. Hé vamm a oa hanvet Naama, ann Ammonitez.
22. Ha Juda a réaz ivé ann drouk dirâg ann Aotrou ; hag hî a lékéaz anézhan̄ da von̄t drouk enn-han̄ dré hô féc’héjou, muioc’h égéd n’hô dôa gréat hô zadou dré hô holl dorféjou.
23. Râg hî a zavaz ivé évit-hô aoteriou, ha skeûdennou, ha koajou-sakr war bép krec’hen uc’hel, ha dindân pép gwézen vôdek.
24. Hôgen béz’ é oé Sodomidi er vrô, péré a réaz ann holl fallagriézou hô dôa gréat ar boblou-zé en dôa kaset ann Aotrou da gét dirâk bugalé Israel.
25. Er pempved bloaz eûz a rén Roboam, Sérak, roué ann Ejipt, a biñaz da Jéruzalem ;
26. Hag hén̄ a skrapaz ten̄zoriou ti ann Aotrou, ha ten̄zoriou tî ar roué, hag é wastaz holl ; hag ivé ann tirennou aour en dôa gréat Salomon.
27. Ar roué Roboam a réaz tirennou arem enn hô léac’h, hag a lékéaz anézhô étré daouarn ar ré a viré ann tirennou, hag ar ré a évéséé oud dôr tî ar roué.
28. Ha p’az éa ar roué é tî ann Aotrou, ar ré hô dôa ar garg da von̄d enn hé raok a zougé anézhô ; ha goudé-zé é tougen̄t anézhô el léac’h ma oa miret ann armou.
29. Oberiou all Roboam, ha kémen̄d en deûz gréat, a zô skrivet el levr ann ôberiou a bép bloaz eûz a rouéed Juda.
30. Ha brézel a oé bépréd étré Roboam ha Jéroboam.
31. Ha Roboam a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet gan̄t-hô é kéar David : hé vamm a oa hanvet Naama ann Ammonitez : hag Abiam, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.
1. Enn triouec’hved bloaz eûz a rén Jéroboam, mâb Nabat, é rénaz Abiam war Juda.
2. Tri bloaz é rénaz é Jéruzalem : hé vamm a oa hanvet Maac’ha, hag a oa merc’h da Abésalom.
3. Hag hén̄ a gerzaz enn holl béc’héjou en dôa gréat hé dâd enn hé raok : hag hé galoun na oa két klôk gan̄d ann Aotrou, hé Zoué, ével kaloun David hé dâd.
4. Hôgen enn abek da Zavid é rôaz ann Aotrou, hé Zoué, d’ézhan̄ eur c’hleûzeur é Jéruzalem, ô sevel hé vâb war hé lerc’h, hag ô starda Jéruzalem,
5. O véza m’en dôa David gréat reiz dirâg ann Aotrou, ha na oa két en em zistroet é holl zeisiou hé vuez eûz a gémen̄t en dôa gourc’hémennet d’ézhan̄, néméd er péz en dôa gréat é-ken̄ver Urias, ann Hétéad.
6. Brézel a oé koulskoudé étré Roboam ha Jéroboam, keit ha ma vévaz.
7. Obériou all Abiam, ha kémen̄d en deûz gréat, ha n’in̄t két bét skrivet el levr ann ôberiou a bép bloaz eûz a rouéed Juda ? Ha brézel a oé étré Abiam ha Jéroboam.
8. Hag Abiam a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet é kéar David : hag Asa, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.
9. Enn ugen̄tved bloaz eûz a Jéroboam, roué Israel, é rénaz Asa, roué Juda :
10. Hag hén̄ a rénaz eur bloaz ha daou-ugen̄t é Jéruzalem. Hé vamm-gôz a oa hanvet Maac’ha, hag a oa merc’h da Abésalom.
11. Hag Asa a réaz ar péz a oa reiz dirâg ann Aotrou, ével David hé dâd.
12. Kâs a réaz er-méaz eûz ar vrô ar Sodomidi, hag é skarzaz holl idolou loudour hô dôa gréat hé dadou.
13. Lémel a réaz ivé a garg (T) Maac’ha hé vamm, évit na vijé mui da brin̄sez war géélidigez Priap, ha war ar c’hoat é dôa gwéstlet d’ézhan̄ : diskara a réaz hé géô, hag é torraz hé skeûden vézuz, hag é tévaz anézhi é-tâl froud Sédron :
14. Koulskoudé na freûzaz két al lec’hiou uc’hel : hôgen kaloun Asa a oa klôk gan̄d ann Aotrou é-pâd hé holl zeisiou.
15. Kâs a réaz ivé é tî ann Aotrou ar péz en dôa hé dâd gwéstlet ha mennet da rei, ann arc’han̄t, ann aour, hag al listri.
16. Hôgen brézel a oé étré Asa ha Baasa, roué Israel, keit ha ma vévchon̄t.
17. Baasa, roué Israel, a biñaz ivé é Juda, hag a zavaz Rama, évit na helché hini na mon̄t na don̄t étrézég Asa, roué Juda.
18. Neûzé Asa ô kémérout ann holl arc’han̄t hag ann aour a oa choumet é ten̄zoriou tî ann Aotrou, hag é ten̄zoriou tî ar roué, hô lékéaz étré daouarn hé zervicherien ; hag hén̄ hô c’hasaz da Vénadad, mâb Tabrémon, mâb Hézion, roué Siria, péhini a choumé é Damas, ô lavarout :
19. Kévrédigez zô étré mé ha té, ével ma éz eûz bét étré va zâd ha da dâd. Râk-sé em eûz kaset d’id traou kaer, arc’han̄t hag aour : ha mé az péd da zon̄t, ha da derri ar gévrédigez ez pôa gan̄t Baasa, roué Israel, évit ma pellai diouz-in.
20. Benadad ô rei hé c’hrâd vâd da c’houlenn ar roué Asa, a gasaz prin̄sed hé armé a-énep keriou Israel ; hag hî a stourmaz oud Ahion, ha Dan, hag Abel-Maac’ha, hag holl Gennérot, da lavaroud eo, holl vrô Neftali.
21. Pa glevaz Baasa kémen̄t-sé, éc’h éhanaz da zével Rama, hag é tistrôaz da Dersa.
22. Neûzé ar roué Asa a gasaz kannaded dré holl vrô Juda, évit lavarout : Na vézet digarézet hini : hag hî a géméraz ar vein eûz a Rama, hag ar c’hoat, gan̄t péré é savé Baasa kear, hag ar roué Asa a zavaz gan̄t-hô Gabaa-Ben̄jamin ha Masfa.
23. Oberiou all Asa, hag hé holl obériou kaer, ha kémen̄d en deûz gréat, hag ar c’heriou en deûz savet, ha n’in̄t két bét skrivet el levr ann oberiou a bép bloaz eûz a rouéed Juda ? Koulskoudé é amzer hé gôzni en dôé pôan enn hé dreid.
24. Hag hén̄ a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet gan̄t-hô é kéar David he dâd. Ha Josafat, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.
25. Hôgen Nadab, mâb Jéroboam, a zeûaz da réna war Israel enn eil vloaz eûz a Asa, roué Juda : hag hén̄ a rénaz war Israel daou vloaz.
26. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hag a gerzaz é hen̄chou hé dâd, hag er péc’héjou a lékéaz Israel da ôber.
27. Hôgen Baasa, mâb Ahias, eûz a dî Issakar, a aozaz spiou d’ézhan̄, hag a skôaz gan̄t-han̄ war-harz Gebbéton, a zô eur géar d’ar Filistined : râk Nadab hag Israel holl a c’hrounné neûzé Gebbéton.
28. Baasa a lazaz éta Nadab enn trédé bloaz eûz a Asa, roué Juda, hag a rénaz enn hé léac’h.
29. Ha pa rénaz-hén̄, é skôaz gan̄d holl dî Jéroboam. Na lézaz hini é-béd eûz hé wenn héb hé zispenna, hervez ar gér en dôa lavaret ann Aotrou dré c’hénou Ahias, ar Silonit, hé zervicher,
30. Enn abek da béc’héjou Jéroboam, en dôa gréat, hag en dôa lékéat da ôber da Israel ; hag enn abek d’ar péc’hed gan̄t péhini en dôa lékéat drouk da zével enn Aotrou, Doué Israel.
31. Oberiou all Nadab, ha kémen̄d en deûz gréat, ha n’in̄t két bét skrivet el levr ann ôbériou a bép bloaz eûz a rouéed Israel ?
32. Ha brézel a oé étré Asa ha Baasa, roué Israel, keit ha ma vévchon̄t.
33. Ann trédé bloaz eûz a Asa, roué Juda, Baasa, mâb Ahias, a rénaz war Israel holl é Tersa ; hag hén̄ a rénaz pévar bloaz war-n-ugen̄t.
34. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou ; hag a gerzaz é hen̄chou Jéroboam, hag enn hé béc’héjou, hag er péc’héjou a lékéaz Israel da ôber.
1. Hôgen gér ann Aotrou a gomzaz out Jéhu, mâb Hanani, a-éneb Baasa, ô lavarout :
2. O véza ma em eûz da zavet eûz ar poultr, ha ma em eûz da lékéat da benn war va fobl Israel, ha ma éc’h eûz kerzet koulskoudé é hen̄t Jéroboam, ô lakaad va fobl Israel da béc’hî, évit va heskina gan̄d hô féc’héjou.
3. Chétu é laminn diwar ann douar nésted Baasa, ha nésted hé dî : ha mé a lakai da dî ével tî Jéroboam, mâb Nabat.
4. Néb a varvô é kéar eûz a wenn Baasa, a vézô débret gan̄t ar chas, ha néb a varvô war ar méaz a vézô debret gan̄d evned ann en̄v.
5. Oberiou all Baasa, ha kémen̄d en deûz gréat, hag hé stourmou, ha n’in̄t két bet skrivet el levr ann ôberiou a bép bloaz eûz a rouéed Israel ?
6. Ha Baasa a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet é Tersa : hag Éla hé vâb a rénaz enn hé léac’h.
7. Hogen pa oé rôet da anaout da Vaasa dré c’hénou Jéhu, mâb Hanani, ar profed, gér ann Aotrou enn hé énep hag éneb hé dî, enn abek d’ann holl droug en dôa gréat dirâg ann Aotrou évid hé heskina gan̄d ôberiou hé zaouarn, pénaoz é teûjé ével tî Jéroboam ; râk-sé é lazaz anézhan̄, da lavaroud eo, Jéhu, mâb Hanani, ar profed.
8. Er c’houec’hved bloaz war-n-ngen̄t eûz a Asa, roué Juda, é rénaz Éla, mâb Baasa, war Israel é Tersa ; hag hén̄ a rénaz daou vloaz.
9. Ha Zambri, hé zervicher, dûg ann han̄ter eûz hé varc’héien, en em zavaz enn hé énep, é-pâd ma évé Éla é Tersa, ha ma oa mezô é-ti Arsa, mérer Tersa.
10. Zambri éta oc’h en em deûrel war-n-ézhan̄, a skoaz gan̄t-han̄ hag hé lazaz, er seizved bloaz war-n ugen̄t eûz a Asa, roué Juda, hag a rénaz enn hé léac’h.
11. Ha pa rénaz, ha pa oé azézet war hé dron, é skôaz gan̄d holl dî Baasa, ha na lézaz hini anézhô, na kéren̄t na miñouned.
12. Zambri éta a gasaz-da-gét holl dî Baasa, hervez ar gér en dôa lavaret ann Aotrou da Vaasa dré c’hénou Jéhu, ar profed,
13. Enn abek da holl béchéjou Baasa, ha da béc’héjou Éla, hé vâb, péré hô dôa péc’het, ha lékéat Israel da béc’hi , oc’h heskina ann Aotrou, Doué Israel, gan̄t hô fougéou.
14. Obcriou all Éla, ha kémen̄d en deûz gréat, ha n’in̄t két bét skrivet el levr ann ôberiou a bép bloaz eûz a rouéed Israel ?
15. Er seizved bloaz war-n-ugen̄t eûz a Asa, roué Juda, Zambri a rénaz é Tersa é-pâd seiz dervez : hôgen ann armé a c’hrounné Gébbéton, kéar d’ar Filistined.
16. Pa glevaz Israel pénaoz é oa en em zispac’het Zambri, ha pénaoz en dôa lazet ar roué, é lékéjont holl da roué d’ézhô Amri, péhini a oa enn amzer-zé prin̄s armé Israel er c’hamp.
17. Hag Amri a biñaz eûz a C’hebbéton, hag Israel holl gan̄t-han̄ ; hag hî a c’hrounnaz Tersa.
18. Pa wélaz Zambri pénaoz é oa daré kéar da véza stourmet, éz éaz ébarz ar palez, hag hén̄ en em zévaz gan̄t tî ar roué, hag a varvaz,
19. Er béc’héjou en dôa gréat oc’h ôber ann drouk dirâg ann Aotrou, hag ô kerzout é hen̄t Jéroboam, hag er péc’hed en dôa gréat ô lakaad Israel da béc’hi.
20. Oberiou all Zambri, hag hé zispac’h, hag hé waskérez, ha n’in̄t két bét skrivet el levr ann ôberiou a bép bloaz eûz a rouéed Israel ?
21. Neûzé pobl Israel en em rannaz war zaou-han̄ter ; ann han̄ter eûz ar bobl a heûliaz Tebni, mâb Ginet, évid hé lakaad da roué ; hag ann han̄ter all a heûliaz Amri.
22. Hôgen ar bobl a oa gan̄d Amri a oé tréac’h d’ar bobl a oa war heûl Tebni, mâb Ginet : ha pa oé marô Tebni, é rénaz Amri hé-unan.
23. Er bloaz unan ha trégon̄t eûz a Asa, roué Juda, é rénaz Amri war Israel ; hag hén̄ a rénaz daouzék vloaz : é Tersa é rénaz c’houec’h vloaz.
24. Hag hén̄ a brénaz ménez Samari digan̄t Somer évid daou dalan̄t arc’han̄t : hag hén̄ a zavaz énô eur géar a c’halvaz Samari, diouc’h hanô Somer, perc’hen ar ménez.
25. Hôgen Amri a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou ; ha gwasoc’h é réaz égéd ar ré holl a oa bét enn hé raok.
26. Hag hén̄ a gerzaz é holl hen̄t Jéroboam, mâb Nabat, hag er béc’héjou en dôa gréat ô lakaad Israel da béc’hi évid heskina ann Aotrou gan̄d hé fougéou.
27. Oberiou all Amri, hag ar stourmou en deûz gréat, ha n’in̄t két bét skrivet el levr ann ôberiou a bép bloaz eûz a rouéed Israel ?
28. Hag Amri a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet é Samari ; hag Ac’hab hé vâb a rénaz enn hé léac’h.
29. Ac’hab, mâb Amri, a rénaz war Israel enn eizved bloaz ha trégon̄t eûz a Asa, roué Juda : hag Ac’hab, mâb Amri, a rénaz war Israel é Samari é-pâd daou vloaz war-n-ugen̄t.
30. Hag Ac’hab, mâb Amri, a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, gwasoc’h égéd ar ré holl a oa bét enn hé raok.
31. Na oé két a-walc’h gan̄t-han̄ kerzout é péc’héjou Jéroboam, mâb Nabat : kéméroud a réaz ouc’h-penn da c’hrég Jézabel, merc’h Etbaal, roué ar Sidonied : mon̄d a réaz ivé hag é servichaz Baal, hag éc’h azeûlaz anézhan̄.
32. Hag hén̄ a lékéaz aoter Baal é templ Baal, en dôa savet é Samari ;
33. Hag hén̄ a blan̄taz eur c’hoat sakr : hag Ac’hab a iéaz mui-oc’h-vui enn hé béc’hed, hag a heskinaz ann Aotrou, Doué Israel, dreist ann holl rouéed a Israel a oa bét enn hé raok.
34. Enn hé amzer, Hiel eûz a Vétel a zavaz Jérikô : war Abiram hé gen̄ta-ganet é taolaz ann diazez anézhî, ha war Zégub, hé vâb iaouan̄ka, é lékéaz hé dôriou, hervez gér ann Aotrou, en dôa lavaret da c’hénou Jozué, mâb Nun.
1. Hag Élias ann Tesbiad, unan eûz ar ré a choumé é Galaad, a lavaraz da Ac’hab : Evel ma eo béô ann Aotrou, Doué Israel, dirâk péhini émounn em zâ, na vézô na glîz na glaô er bloasiou-man̄, néméd diouc’h lavar va génou.
2. Ha gér ann Aotrou a gomzaz out-han̄, ô lavarout :
3. Kéa ac’hann, ha trô war-zû ar sâv-héol, hag en em guz é-harz Karit, péhini a zô e-kén̄ver ar Jourdan.
4. Hag énô éc’h évi eûz ar froud ; ha mé em eûz gourc’hémennet d’ar brini d’az boéta énô.
5. Mon̄d a réaz éta, hag é réaz hervez gér ann Aotrou : ha pa oé éat-kuît, é choumaz é-tal froud Karit, péhini a zô é-kén̄ver ar Jourdan.
6. Ar brini a zigasé d’ézhan̄ bara ha kîk diouc’h ar min̄tin hag ivé bara ha kîk diouc’h ar pardaez ; hag hén̄ a évé eûz ar froud.
7. Hôgen a-benn eunn nébeûd dervésiou é tizec’haz ar froud ; râk na oa két kouézet a c’hlaô war ann douar.
8. Neûzé gér ann Aotrou a gomzaz out-han̄, ô lavarout :
9. Saô, ha kéa da Zarefta ar Sidonied, hag é choumi énô : râg gourc’hémennet em eûz da eur c’hreg in̄tan̄vez d’az boéta énô.
10. Sével a réaz, hag éz éaz da Zarefta. Ha pa oé deûet da bors kéar, é wélaz eur c’hrég in̄tan̄vez péhini a zastumé keûneûd ; hag hén̄ hé galvaz, hag a lavaraz d’ézhi : Rô d’in eur banné dour enn eur pôd, ma évinn.
11. Ha p’az éa-hi évid hé gerc’hout, é c’harmaz-hén̄ adrén̄ hé c’hein, ô lavarout : Digas ivé d’in, mé az péd, eur génaouad bara enn da zourn.
12. Hag hî a lavaraz : Ével ma eo béô ann Aotrou, da Zoué, n’em eûz kéd a vara, hôgen hép-kén eur vôzad bleûd enn eur pôd, hag eur banné éôl enn eul léstrik : chétu é tastumann daou damm keûneûd, évit mon̄d-ébarz, hag hé aoza évid-oun hag évit va mâb, évit ma tebrimp ha ma varvimp.
13. Hag Élias a lavaraz dézhi : N’az péz kéd a aoun ; hôgen kéa, ha grâ ével ma éc’h eûz lavaret. Koulskoudé grâ d’in da-gen̄ta gan̄d ar bleûd-zé eur bara bihan poazet dindân al ludu, ha digas-hén̄ d’in : ha goudé é ri évid-oud hag évid da vâb.
14. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : Ar bleûd a zô er pôd na ziouérô két, hag ann éôl a zô el lestrik na vihanai két, kén na vézô deûet ann deiz é péhini é tlé ann Aotrou rei dour war-c’horré ann douar.
15. Hag hî a iéaz, hag a réaz hervez gér Élias : hag hén̄ a zébraz, hag hî ivé, hag hé holl dî : hag abaoé ann deiz-zé,
16. Ar pôd bleûd na ziouéraz két, hag al lestrik éôl na vihanaaz két, hervez ar gér en dôa lavaret ann Aotrou, dré c’hénou Élias.
17. Goudé-zé é c’hoarvézaz pénaoz é kouézaz klan̄v mâb grég ann tî-zé ; hag hé glén̄ved a oa ker kré, na choumaz c’houézaden é-béd enn-han̄.
18. Hag hî a lavaraz da Élias : Pétrâ a zô étré mé ha té, dén Doué ? Ha deûet oud-dé étrézég enn-oun évid digas da goun d’in va fallagriézou, hag évit laza va mâb ?
19. Hag Élias a lavaraz d’ézhi : Rô d’in da vâb. Hag hén̄ a géméraz anézhan̄ eûz hé divrec’h-hî, hag hé zougaz er gampr é péhini é choumé, hag a lékéaz anézhan̄ war hé wélé hé-unan.
20. Hag hén̄ a c’harmaz oud ann Aotrou, hag a lavaraz : Aotrou, va Doué, ha glac’haret éc’h eûz-té ivé ann in̄tan̄vez é-tî péhini ounn boétet gwella ma hell, bété laza hé mâb ?
21. Hag hén̄ en em astennaz, hag en em geidaz teir gwéach war ar bugel, hag a c’harmaz étrézeg ann Aotrou, hag a lavaraz : Aotrou, va Doué, ra zistrôi, mé az péd, éné ar bugel-zé enn hé greiz.
22. Hag ann Aotrou a zélaouaz out mouéz Élias : hag éné ar bugel a zistrôaz enn hé greiz, hag é tistrôaz a varô da véô.
23. Hag Élias a géméraz ar bugel, hag a zigasaz anézhan̄ eûz hé gampr da wéled ann tî, hag hé rôaz d’hé vamm : hag hén̄ a lavaraz d’ézhi : Chétu eo béô da vâb.
24. Hag ar c’hrég a lavaraz da Élias : Bréma éc’h anavézann diouc’h kémen̄t-sé pénaoz oud eunn dén Doué, ha pénaoz gér ann Aotrou a zô gwîr enn da c’hénou.
1. Goudé meûr a zeiz é teûaz gér ann Aotrou da Élias enn trédé bloaz, ô lavarout : Kéa, hag en em ziskouéz da Ac’hab, évit ma rôinn glaô war-c’horré ann douar.
2. Élias a iéaz éta d’en em ziskouéza da Ac’hab : hôgen direiz é oa ann naounégez é Samari.
3. Hag Ac’hab a c’halvaz Abdias, mérer hé di : hôgen Abdias a zoujé kalz ann Aotrou.
4. Râk pa lékéa Jézabel da laza proféded ann Aotrou, é kéméraz-hén̄ kan̄t profed, hag é kuzaz anézhô é kéviou, han̄ter-kan̄t enn unan, han̄ter-kan̄t enn eunn all, hag hén̄ hô magaz gan̄t bara ha dour.
5. Ac’hab éta a lavaraz da Abdias : Kéa dré ar vrô war-harz ann holl feun̄teûniou, hag enn holl draon̄iennou, martézé é hellimp kavout géot, évit savétei ar c’hézég hag ar vuled, ha na varvô két ann holl loéned.
6. Hag hî a rannaz ar vrô étré-z-hô, évid ôber ann drô d’ézhi ; Ac’hab a iéa dré eunn hen̄t, hag Abdias dré eunn hen̄t all hé-unan.
7. Ha pa édô Abdias enn hen̄t, Élias a zigwézaz gan̄t-han̄, hag Abdias ô véza hé anavézet, en em daolaz war hé c’hénou hag a lavaraz : Ha né két té, Élias, va aotrou ?
8. Hag Élias a lavaraz d’ézhan̄ : Mé eo. Kéa, ha lavar d’as aotrou : Chétu Élias.
9. Hag Abdias a lavaraz : Pé béc’hed em eûz-mé gréat, évit ma lakafez ac’hanoun, mé da zervicher, étré daouarn Ac’hab, évit ma lazô ac’hanoun ?
10. Ével ma eo béô ann Aotrou, n’eûz na brôad na rouan̄télez é péhini n’en deûz kaset va aotrou évid da gerc’hout : ha pa lavaren̄t holl : N’éma kéd aman̄ ; en deûz gréat kémenn d’ann holl rouan̄télésiou ha d’ann holl vrôadou, ô véza na gavet két ac’hanod.
11. Ha bréma é lévérez d’in : Kéa, ha lavar d’as aotrou : Chétu Élias.
12. Ha pa vézinn éat diouz-id, spéred ann Aotrou az tougô enn eul léac’h ha na ouzoun két : ha p’az inn da lavarout kémen̄t-sé da Ac’hab, ha ma na gav két ac’hanod, é lazô ac’hanoun : hôgen da zervicher a zouj ann Aotrou a-vihanik.
13. Ha n’ef-hén̄ két bét rôet da anaout d’id, va aotrou, pétrâ em eûz gréat pa lazaz Jézabel proféded ann Aotrou, pénaoz é kuziz kan̄t eûz a broféded ann Aotrou é kéviou, han̄ter-kan̄t enn unan, han̄ter-kan̄t enn eunn all, hag é magiz anézhô gan̄t bara ha dour ?
14. Ha bréma é lévérez : kéa, ha lavar d’as aotrou : Chétu Élias ; évit ma lazô ac’hanoun.
15. Hag Élias a lavaraz : Ével ma eo béô Aotrou ann arméou, dirâk péhini émounn, en em ziskouézinn hiriô d’ézhan̄.
16. Abdias a iéaz éta da gaout Ac’hab, hag a zanévellaz d’ézhan̄ : hag Ac’hab a iéaz war arbenn Élias.
17. Ha pa wélaz anézhan̄, é lavaraz d’ézhan̄ : Ha né két té eo a géflusk Israel ?
18. Hag Élias a lavaraz : Né két mé eo em eûz kéflusket Israel : hôgen té ha tî da dâd, c’houi péré hoc’h eûz dilézet gourc’hémennou ann Aotrou, hag hoc’h eûz heûliet Baal.
19. Koulskoudé kâs tûd bréma, ha stroll Israel holl war vénez ar C’harmel, hag ar pévar c’han̄t han̄ter-kan̄t profed Baal, hag ar pévar c’han̄t profed eûz ar c’hoajou sakr, péré a zebr eûz a daol Jézabel.
20. Ac’hab éta a gasaz tûd étrézé holl vugalé Israel, hag a zastumaz ar broféded war vénez ar C’harmel.
21. Hag Élias ô tôstaad oud ann holl bobl, a lavaraz : Bété pégeit é viot-hu kamm enn daou dû ? Mar d’eo Doué ann Aotrou, heûlit-hén̄ ; hôgen mar d-eo doué Baal, heûlit-hén̄. Hag ar bobl na lavaraz gér.
22. Hag Élias a lavaraz c’hoaz d’ar bobl : eûz a broféded ann Aotrou n’eûz choumet néméd-oun : hôgen eûz a broféded Baal éz eûz pévar c’han̄t han̄ter-kan̄t dén.
23. Ra vézô rôet d’é-omp daou éjenn ; ra zilennin̄t évit-hô unan eûz ann éjenned, ha goudé ma hô dévézô hé drouc’het a dammou, ra lakain̄t anézhan̄ war ar c’heûneûd, hép lakaat tân dindân : ha mé a gémérô ann éjenn all hag a lakai anézhan̄ war ar c’heûneûd, hép lakaat tân dindân.
24. Galvit hanvou hô touéou, ha mé a c’halvô hanô va Aotrou : hag ann Doué a zelaouô dré ann tân, ra vézô hén̄ Doué. Hag ann holl bobl a respoun̄taz hag a lavaraz : Kennig mâd.
25. Hag Élias a lavaraz da broféded Baal : Dilennit eunn éjenn évid-hoc’h, hag aozit-hén̄ da-gen̄ta, ô véza ma oc’h kalz : ha galvit hanvou hô touéed, hép lakaat tân dindân.
26. Hag hî ô véza kéméret ann éjenn a oa bét rôet d’ézhô, a aozaz anézhan̄ : hag hî a c’halvaz hanô Baal adaleg ar min̄tin bété krésteiz, ô lavarout : Baal, sélaou ouz-omp. Hôgen na oa mouéz é-béd a gémen̄t a respoun̄té : hag hî a lammé war ann aoter hô dôa gréat.
27. Ha pa oé deûet krésteiz, Élias a réaz goab anézhô, ô lavarout : Garmit kréoc’h ; râk doué eo, ha martézé é komz, pé éma enn eunn hostaleri, pé enn hen̄t, pé évit-gwir é kousk, hag eo réd hé zihuna.
28. Hag hî a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré, hag a réaz trouc’hou enn-hô hô-unan hervez hô c’hiz gan̄t kon̄tilli ha gan̄t kon̄tilligou, kén na skuḻé ar goâd war-n-ézhô.
29. Hôgen pa oé tréménet krésteiz, en̄dra ma édon̄t ô tiougani, ha ma oa deûet ann amzer é péhini é tlied kenniga ar sakrifiz, ha na gleved na mouéz, na dén é-béd ô respoun̄ta, nag ô sélaoui oud hô fédennou.
30. Élias a lavaraz d’ann holl bobl : Deûit d’am c’havout. Ha pa oé tôstéet ar bobl out-han̄, é savaz aoter ann Aotrou a oa bét freûzet.
31. Hag hén̄ a géméraz daouzék méan hervez ann niver eûz a vreûriézou bugalé Jakob, out péhini en dôa komzet ann Aotrou, ô lavarout : Israel a vézô da hanô ;
32. Hag hén̄ a zavaz gan̄d ar vein-zé eunn aoter é hanô ann Aotrou, hag é réaz eur c’han, é doaré daou an̄t war-drô d’ann aoter.
33. Hag hén̄ a aozaz ar c’heûneûd, hag a drouc’haz ann éjenn a dammou, hag a lékéaz anézhan̄ war ar c’heûneûd ;
34. Hag é lavaraz : Kargit leûn pévar fôd dour (T), ha taolit-hô war ar sakrifiz-losk, ha war ar c’heûneûd. Ha c’hoaz é lavaraz : Grid eunn eil wéach ével-sé. Ha p’hô dôé gréat eunn eil wéach, é lavaraz : Grîd eunn drédé wéach : hag hî a réaz eunn drédé wéach.
35. Hag ann doureier a rédé war-drô d’ann aoter, hag an̄tou ar c’hân a oa leûn.
36. Ha pa oé deûet ar préd da genniga ar sakrifiz-losk, Élias ar profed a dôstaaz, hag a lavaraz : Aotrou, Doué Abraham, hag Izaak, hag Israel, diskouéz hiriô pénaoz oud Doué Israel, ha pénaoz ounn da zervicher, hag em eûz gréat kémen̄t-man̄ dré da chourc’hémenn.
37. Sélaou ouz-in, Aotrou, sélaou ouz-in, évit ma teskô ar bobl-man̄ pénaoz oud ann Aotrou Doué, hag éc’h eûz lékéat hô c’haloun da zistrei ouz-id. (T).
38. Neûzé tân ann Aotrou a gouézaz, hag a vévézaz ar sakrifiz-losk, hag ar cheûneûd, hag ar vein, hag ar poultr, hag ann dour a oa er c’hân a oé dizéc’het gan̄t-han̄.
39. Pa wélaz ar bobl kémen̄t-sé, en em daolaz war hé génou, hag é lavaraz : Ann Aotrou eo, Doué hé-unan, ann Aotrou eo, Doué hé-unan.
40. Hag Élias a lavaraz d’ézhô : Krôgit é proféded Baal, ha na dec’het hini anézhô. Ha p’hô dôé krôget enn-hô, Élias hô c’hasaz é bars froud Kizou, hag hô lazaz énô.
41. Hag Êlias a lavaraz da Ac’hab : Piñ, debr hag év ; râk chétu trouz eur glaô brâz.
42. Ac’hab éta a biñaz évid dibri hag évid éva ; hôgen Élias a biñaz war lein ar C’harmel, hag ô véza en em daolet d’ann douar, ô lakaad hé benn étré hé zaoulin,
43. É lavaraz d’hé baotr : Piñ, ha sell étrézeg ar môr. Ha pa oé piñet hé-man̄, ha pa en dôé sellet, é lavaraz : N’eûz nétrâ. Lavaroud a réaz c’hoaz d’ézhan̄ : Distrô seiz gwéach.
44. Er seizved gwéach é lavaraz : Chétu eur goabren vihan ével kammed eunn dén hag a biñ eûz ar môr. Hag Élias a lavaraz d’èzhan̄ : Piñ, ha lavar da Ac’hab : Stern da garr ha diskenn, gan̄d aoun na vijez paket gan̄d ar glaô.
45. Ha pa drôé tû-man̄ ha tû-hon̄t, chétu ann én̄v a dévaléaz gan̄d ar c’hoabr hag ann avel, hag é kouézaz eur glaô pûḻ. Hag Ac’hab a biñaz war hé garr, hag a iéaz da Jezrabel.
46. Ha dourn ann Aotrou a zeûaz war Élias, hag ô véza lékéat eur gouriz war hé zargreiz, é rédaz é raog Ac’hab kén na oé deûet da Jezrabel.
1. Ac’hab a lavaraz da Jézabel kémen̄d en dôa gréat Élias, ha pénaoz en dôa lazet ann holl broféded gan̄t ar c’hlézé.
2. Ha Jézabel a gasaz eur c’hannad da Élias, évit lavaroud d’ézhan̄ : Ra rai ann douéed kémen̄t-sé d’in hag ouc’h-penn, ma na lakaann d’ann heur-man̄ warc’hoaz da éné ével éné unan anézhô.
3. Élias éta en doé aoun ; sével a réaz, hag éz éaz dré-holl diouc’h hé c’hoan̄t ; hag ô véza deûet da Versabé Juda, é tilezaz énô hé baotr.
4. Neûzé éz éaz d’ann distrô, a-héd eunn dervez kerzed ; ha pa oé deûet hag azézet dindân eur wézen juniper, é c’hoan̄taaz ar marô évit-han̄, hag e lavaraz : A-walc’h eo gan-én̄, Aotrou, kémer va éné ; râk n’ounn két gwelloc’h égét va zadou.
5. Hag hén̄ en em daolaz d’ann douar, hag a gouskaz dindân ar wézen juniper : ha chétu éal ann Aotrou a stokaz out-han̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Saô, debr.
6. Hag hén̄ a zellaz, ha chétu éz oa é-tâl hé benn eur bara poazet dindân al ludu, hag eur pôd dour : dibri hag éva a réaz éta, hag é kouskaz adarré.
7. Hag éal ann Aotrou a zistrôaz eunn eil wéach, a stokaz out-han̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Saô, debr ; râk kalz a hen̄t a choum c’hoaz d’id da ôber.
8. Hag hén̄ a zavaz, a zébraz hag a évaz. Hag ô véza en em grévéet gan̄d ar boéd-zé, é kerzaz a-héd daou-ugen̄t dervez ha daou-ugen̄t nôzvez, bétég Horeb, ménez Doué.
9. Ha pa oé deûet dî, é choumaz énô enn eur c’héô : ha chétu gér ann Aotrou a gomzaz out-han̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a réz azé, Élias ?
10. Hag hén̄ a lavaraz : Eunn oaz brâz em eûz évid ann Aotrou, Doué ann arméou, ô véza ma hô deûz bugalé Israel dilézet da gévrédigez, ma hô deûz diskaret da aoteriou, ma hô deûz lazet da broféded gan̄d ar c’hlézé ; ha goudé ma n’eûz choumet néméd-oun, é klaskon̄t c’hoaz lémel va buez digan-én̄.
11. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa er-méaz, ha choum enn da zâ dirâg ann Aotrou. Ha chétu ann Aotrou a ia ébiou, hag eunn avel brâz ha kré a-walc’h évit diskara ar ménésiou, hag évit brévi ar rec’hier é-raog ann Aotrou : n’édô két ann Aotrou enn avel. Ha goudé ann avel, eur c’hrén-douar : n’édô két ann Aotrou er c’hrén-douar.
12. Ha goudé ar c’hrén-douar, tân : n’édô két ann Aotrou enn tân. Ha goudé ann tân, eunn aézen skân̄.
13. Pa hé c’hlevaz Élias, é chôlôaz hé benn gan̄d hé van̄tel, hag ô véza éat er-méaz é choumaz enn hé zâ é-tal dôr ar c’héo ; ha chétu eur vouéz a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a réz azé, Elias ? Hag hén̄ a lavaraz :
14. Eunn oaz brâz em eûz évid ann Aotrou, Doué ann arméou, ô véza ma hô deûz bugalé Israel dilézet da gévrédigez, ma hô deûz diskaret da aoteriou, ma hô deûz lazet da broféded gan̄t ar c’hlézé ; ha goudé ma n’eûz choumet néméd-oun, é klaskon̄t c’hoaz lémel va buez digan-én̄.
15. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, ha distrô dré ann hen̄t éc’h eûz gréat a-dreûz d’ann distrô war-zû Damas : ha pa vézi erruet énô, éc’h éôḻi Hazael da roué war ar Siria ;
16. Ha Jéhu, mâb Namsi, a éôḻi da roué war Israel : hag Élizéus, mâb Safat eûz a Abelmeula, a éôḻi da brofed enn da léac’h.
17. Piou-bennâg a dec’hô diouc’h klézé Hazael, a vézô lazet gan̄t Jéhu ; ha piou-bennâg a dec’hô diouc’h klézé Jéhu, a vézô lazet gan̄d Élizéus.
18. Ha mé a virô évid-oun enn Israel seiz mil dén, péré n’hô deûz két pléget hô glîn dirâk Baal, ha péré n’hô deûz két hé azeûlet ô poki d’hô dourn.
19. Élias éta ô véza éat-kuît ac’hanô, a gavaz Élizéus, mâb Safat, péhini a oa oc’h arat gan̄t daouzék ré éjenned : hag hén̄ hé-unan a réné unan eûz ann daouzék ré éjenned. Ha pa oé deûet Élias enn hé gichen, é lékéaz hé van̄tel war-n-ézhan̄.
20. Hé-man̄ râk-tâl ô véza lézet énô hé éjenned, a rédaz war-lerc’h Élias, hag a lavaraz : Va lez, mé az péd, da boki d’am zâd ha d’am mamm, ha neûzé éc’h heûlinn ac’hanod. Hag Élias a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, ha distrô : râg gréat em eûz évid-oud ar péz em bôa da ôber.
21. Hôgen Élizéus ô véza éat-kuît diout-han̄, a géméraz eur ré éjenned, hag a lazaz anézhô ; ha gan̄t koat ann arar é poazaz kig ann éjenned ; hag hén̄ hé rôaz d’ar bobl, hag hî a zébraz. Neûzé é savaz, hag éc’h heûliaz Élias, hag é servichaz anézhan̄.
1. Hôgen Bénadad, roué Siria, a zastumaz hé holl armé ; ha daou roué ha trégon̄t gan̄t-han̄, ha kézek, ha kirri : hag hén̄ a biñaz évit stourmi a-énep Samari, hag a c’hrounnaz anézhi.
2. Hag hén̄ a gasaz kannaded étrézég Ac’hab, roué Israel, er géar,
3. Évit lavaroud d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar Bénadad : Da arc’han̄t ha da aour a zô d’in, da c’hragez ivé, ha da vipien ar ré wella a zô d’in.
4. Ha roué Israel a respoun̄taz : hervez da lavar, aotrou, va roué, mé ha kémen̄d em eûz a zô d’id.
5. Hag ar c’hannaded a zistrôaz hag a lavaraz : Ével-henn é lavar Bénadad, péhini en deûz hor digaset étrézég enn-oud : Da arc’han̄t, ha da aour, ha da c’hragez, ha da vipien a rôi d’in.
6. Warc’hoaz éta d’ann heur-man̄ é kasinn va zervicherien étrézég enn-oud, hag hî a c’houiliô enn da dî hag é tî da zervicherien ; hag hî a gémérô gan̄d hô daouarn kémen̄d a blijo d’ézhô, hag hô c’hasô gan̄t-hô.
7. Hôgen roué Israel a c’halvaz holl hénaoured ar vrô, hag a lavaraz : Sellit, ha gwélit pénaoz éc’h aoz spiou d’é-omp ; râk kaset en deûz étrézég enn-oun évit va c’hragez, ha va mipien, hag évit va arc’han̄t, ha va aour, ha n’em eûz két hô dinac’het.
8. Hag ann holl hénaoured, hag ann holl bobl a lavaraz d’ézhan̄ : Na zélaou két anézhan̄, ha na aotré két d’ézhan̄.
9. Ac’hab a lavaraz éta da gannaded Bénadad : Livirit d’ann aotrou va roué : Ar péz éc’h eûz kaset da c’houlenni digan-én̄ da zervicher da-gen̄ta, a rinn : hôgen na hellann két ôber ann dra-man̄.
10. Ha pa oé distrôet ar c’hannaded, é tanévelchon̄t kémen̄t-sé da Vénadad, péhini hô c’hasaz adarré da lavaroud da Ac’hab : Ra rai ann douéed kémen̄t-sé d’in, hag ouc’h-penn, mar béz a-walc’h gan̄t poultr Samari évit leûnia bôz ann holl bobl a zeû war va lerc’h.
11. Ha roué Israel a respoun̄taz hag a lavaraz : Livirit d’ézhan̄ : Na fougéet két ann hini a wisk hé armou, ével ann hini a ziwisk anézhô.
12. Hôgen pa glevaz Bénadad kémen̄t-sé, édô oc’h éva gan̄d ar rouéed all dindân hé delt ; hag é lavaraz d’hé zervicherien : Grounnit kéar. Hag hî a c’hrounnaz anézhi.
13. Ha chétu eur profed a zeûaz da gavout Ac’hab, roué Israel, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Gwélet éc’h eûs-té al lôd brâz a dûd-zé ? Chétu é likiinn anézhô hiriô étré da zaouarn, évit ma wézi pénaoz eo mé ann Aotrou.
14. Hag Ac’hab a lavaraz : Dré biou ? Hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Dré baotred war-droad prin̄sed ar brovin̄sou. Hag Ac’hab a lavaraz c’hoaz : Piou a stourmô da gen̄ta : Hag hén̄ a lavaraz : Té.
15. Nivéri a réaz éta paotred prin̄sed ar brovin̄sou, hag é kavaz anézhô daouzék hag unnég-ugen̄t : ha goudé-zé é nivéraz ar bobl, holl vugalé Israel, seiz mil.
16. Hag hî a iéaz er-méaz da grésteiz : hôgen Bénadad a oa enn he delt oc’h éva, hag hén̄ mezô, ha gan̄t-han̄ ann daou roué ha trégon̄t a oa deûet évid hé génnerza.
17. Hôgen paotred prin̄sed ar brovin̄sou a oa éat er-méaz hag é penn ken̄ta. Bénadad ô véza kaset évit gouzout pétrâ é oa, é teûjon̄d da lavarout d’ézhan̄ : Tûd eo a zô deûet er-méaz eûz a Zamari.
18. Hag hén̄ a lavaraz : Daoust pé é teûon̄t évid ar péoc’h, kémérit-hô éz-béô ; daoust pé é teûon̄t évit stourmi, kémérit-hô éz-béô.
19. Paotred prin̄sed ar brovin̄sou a iéaz éta er-méaz, hag ar ré all eûz ann armé a heûlié anézhô.
20. Ha pép-hini a lazaz ann dén a zeûé d’hé ziarbenna : hag ar Siried a dec’haz, hag Israel a iéaz war hô lerc’h. Bénadad, roué Siria, a dec’haz ivé war varc’h gan̄d hé varc’heien.
21. Ha roué Israel ô véza éat er-méaz, en em daolaz war ar c’hézek ha war ar c’hirri, hag a skôaz ar Siria gan̄d eur gouli brâz.
22. Hôgen eur profed a zeûaz da gavout roué Israel, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, hag en em gréva ; gwéz ivé ha gwél pétrâ éc’h eûz da ôber ; râg a-benn eur bloaz é piñô roué Siria enn da énep.
23. Hôgen servicherien roué Siria a lavaraz d’ézhan̄ : Douéed ar ménésiou eo hô douéed, râk-sé eo in̄t bét tréac’h d’é-omp. Gwelloc’h eo éta d’é-omp stourmi out-hô er gompézennou, ha nî a dréc’hô anézhô.
24. Ha té, grâ ével henn : kâs-kuît ann holl rouéed eûz da armé, ha laka prin̄sed enn hô léac’h.
25. Névez ann niver eûz ar vrézélidi a zô bét lazet d’id, hag ar c’hézek hervez ann niver ken̄ta, hag ar c’hirri hervez m’az pôa ken̄t ; ha nî a stourmô out-hô er gompézennou, ha té a wélô pénaoz é trec’himp anézhô. Hén̄ a grédaz d’hé ali, hag a réaz ével-sé.
26. A-benn eur bloaz éta Bénadad a nivéraz ar Siried, hag a biñaz da Afek, évit stourmi oud Israel.
27. Hôgen bugalé Israel a oé ivé nivéret ; ha goudé béza kéméret boéd gan̄t-hô é kerzchon̄t enn hô énep, hag é steñchon̄t hô c’hamp râg-énep d’ézhô, ével daou drôpellik gevr : hôgen ar Siried a c’hôloé ar vrô.
28. Hag eunn dén Doué a dôstaaz, hag a lavaraz da roué Israel : Ével-henn é lavar ann Aotrou : O véza ma hô deûz lavaret ar Siried : Doué ar ménésiou eo ann Aotrou, ha né két Doué ann traon̄iennou ; mé a lakai al lôd brâz a dûd-zé étré da zaouarn, hag é wézi pénaoz eo mé ann Aotrou.
29. Hag hî a aozaz hô armé ann eil énep égilé é-pâd seiz dervez : hôgen ar seizved dervez é oé rôet ann emgann : ha bugalé Israel a lazaz enn eunn dervez kan̄t mil dén̄ war-droad eûz ar Siried.
30. Ar ré a oa choumet a dec’haz é kéar Afek : hag eur vur a gouézaz war zeiz mil dén war-n-ugen̄t a oa choumet. Hôgen Bénadad a déc’haz hag a iéaz é kéar, enn eur gambr a oa enn eur gambr all.
31. Hag hé zervicherien a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu hon eûz klevet pénaoz rouéed tî Israel a zô habask : lékéomb éta séier war hon dargreiz, ha kerdin oud hor gouzouk, ha déomp étrézé roué Israel : martézé é savétai hor buéz.
32. Lakaad a réjon̄t éta séier war hô dargreiz, ha kerdin oud hô gouzouk, hag éz éjon̄t étrézé roué Israel, hag é léverchon̄t d’ézhan̄ : Bénadad, da zervicher, a lavar : Lez va buez gan-én̄, mé az péd. Hag hén̄ a lavaraz : Mar d-eo c’hoaz béô, va breûr eo.
33. Ann dûd-zé a wélaz é kémen̄t-sé eunn arouéz vâd, hag a géméraz buan ar gér-zé eûz hé c’hénou, hag é léverchon̄t : Da vreûr Bénadad. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Id, ha digasit-hén̄ d’in. Bénadad a zeûaz éta er-méaz d’hé gavout, hag hén̄ hel lékéaz da biña war hé garr.
34. Ha Bénadad a lavaraz d’ézhan̄ : Ar c’heriou en dôa kéméret va zâd war da dâd-dé, a zistolinn d’id : ha grâ d’id gwileriou é Damas, ével m’en deûz great va zâd é Samari : ha pa hor bezô gréat kévrédigez, éz inn-kuît diouz-id. Ac’hab éta a réaz kévrédigez gan̄t-han̄, hag hé lézaz da von̄t.
35. Neûzé unan eûz a vipien ar broféded a lavaraz d’hé genvreûr hervez gér ann Aotrou : Skô gan-én̄. Hag hé-man̄ na fellaz két d’ézhan̄ skei gan̄t-han̄.
36. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄ : O véza né két fellet d’id sélaoui mouéz ann Aotrou, chétu p’az î diouz-in, é vézi lazet gan̄d eul léon. Ha pa oé éat pellik diout-han̄, eul léon en em gavaz gan̄t-han̄ hag a lazaz anézhan̄.
37. Hôgen ô véza kavet eunn dén all, é lavaraz d’ézhan̄ : Skô gan-én̄. Hag hé-man̄ a skôaz gan̄t-han̄, hag hé c’hlazaz.
38. Ar profed éta a iéaz, hag en em gavaz é-raog ar roué enn hen̄t, hag hén̄ en em zic’hizaz ô teûrel poultr war hé benn ha war hé zaoulagad.
39. Ha pa oa éat ar roué é-biou, é c’harmaz oud ar roué, hag é lavaraz : Da zervicher a oa éat er-méaz évit stourmi a dôst : ha pa dec’hé eunn dén, eur ré hen digasaz d’in, hag a lavaraz : Mir ann dén-zé : ha mar da kuît, da vuez a vézô évid hé vuez, pé é paéi eunn talan̄t arc’han̄t.
40. Hag en̄dra ma oann kéflusket, ha ma trôenn tu-man̄ ha tu-hon̄t, é tec’haz kerken̄t. Ha roué Israel a lavaraz d’ézhan̄ : Honn-nez eo da varn, éc’h eûz rôet da-unan.
41. Hôgen hén̄ a héjaz râk-tâl ar poultr diwar hé benn, ha roué Israel a anavézaz anézhan̄ ével unan eûz ar broféded.
42. Hag hé-unan̄ a lavaraz d’ar roué : Ével-henn é lavar ann Aotrou : O véza ma éc’h eûz lézet da von̄t-kuît eûz da zourn eunn dén a dlié mervel, da vuez a vézô évid hé vuez, ha da bobl évid hé bobl.
43. Hôgen roué Israel a zistrôaz d’hé dî, ô tisprizout ar péz en dôa klevet, hag é teûaz ébarz Samari, kounnar vrâz enn-han̄.
1. Goudé ann traou zé, enn hévéleb amzer, Nabot, ar Jézraélit, en dôa eur winien é Jézrael, war-harz palez Ac’hab, roué Samari.
2. Hag Ac’hab a lavaraz da Nabot : Rô d’in da winien, évit ma rinn évid-oun eur c’harz louzou mâd da zibri, ô véza ma éma tôst d’am zî ; ha mé a rôi d’id évit-hi eur winien welloc’h : pé mar d-eo gwell gan-éz, hé briz enn arc’han̄t, kémen̄d ha ma tâl.
3. Ha Nabot a lavaraz d’ézhan̄ : Doué ra virô na rôfenn d’id digwéz va zadou.
4. Ac’hab éta a zistrôaz d’hé dî kounnaret-brâz, ha broézek enn abek d’ar gér en dôa lavaret d’ézhan̄ Nabot, ar Jézraélit, ével-henn : Na rôinn két d’id digwéz va zadou. Hag hén̄ oc’h en em deûrel war hé wélé, a drôaz hé benn oud ar vôger, ha na zébraz két a vara.
5. Hôgen Jézabel, hé c’hrég, a zeûaz d’hé gavout, hag a lavaras d’ézhan̄ : Pétrâ a laka da galoun da véza trist ? Ha pérâk na zébrez-té két a vara ?
6. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi : Komzet em eûz out Nabot, ar Jézraélit, hag em eûz lavaret d’ézhan̄ : Rô d’in da winien évid arc’han̄t ; pé mar d-eo gwell gan-éz, é rôinn d’id eur winien welloc’h évit-hi. Hag hén̄ en deûz lavaret : Na rôinn két va gwinien d’id.
7. Ha Jézabel, hé c’hrég, a lavaraz d’ézhan̄ : Brâz eo da c’halloud, ha réna ervâd a réz (T) rouan̄télez Israel ! Saô, ha debr bara, ha laouéna da galoun ; mé a rôi d’id gwinien Nabot, ar Jézraélit.
8. Skriva a réas éta hî lizéri é hanô Ac’hab, hag é siellaz anézhô gan̄t bizou ar roué, hag hî hô c’hasaz d’ann hénaoured ha d’ar ré-gén̄ta eûz a géar Nabot, hag a choumé énô gan̄t-han̄.
9. Hôgen chétu pétrâ a oa war al lizéri-zé : Embannit eur iun, ha likiit Nabot da azéza é touez ar ré gen̄ta eûz ar bobl.
10. Gounézit daou zén, mipien Bélial, enn hé énep, péré a zavô eunn desténi faoz out-han̄, ô lavarout : Drouk-prézéget en deûz diwar-benn Doué ha diwar-benn ar roué : Kasit-hén̄ er méaz, ha labézit-hén̄, kén na varvô.
11. Ann hénaoured hag ar ré gen̄ta eûz a géar Nabot, pére a choumé gan̄t-han̄, a réaz ével m’é dôa Jézabel gourc’hémennet d’ézhô, hag ével ma oa skrivet war al lizéri é dôa kaset d’ézhô.
12. Embanna a réjon̄t eur iun, hag é lékéjon̄t Nabot da azéza é-touez ar ré gen̄ta eûz ar bobl.
13. Hag ô véza digaset daou zén, mipien ann diaoul, é lékéjon̄t anézhô da azéza râg énep d’ézhan̄ : hag ar ré-man̄, ével tûd ann diaoul, a zavaz enn hé énep, ha dirâg ann holl, ann desténi-man̄ : Drouk-prézéget en deûz Nabot diwar-benn Doué ha diwar-benn ar roué : ha râk-sé é kaschon̄t anézhan̄ er méaz eûz a géar, hag é labézchon̄t anézhan̄.
14. Hag hî a gasaz étrézé Jézabel, évit lavarout d’ézhi : Labézet eo Nabot, ha marô eo.
15. Pa glevaz Jézabel pénaoz é oa labézet Nabot, ha pénaoz é oa marô, é lavaraz da Ac’hab : Saô, ha kémer gwinien Nabot ar Jézraélit, péhini né két fellet d’ézhan̄ hé rei d’id, nag hé rei évid arc’han̄t : râk n’eo mui béô Nabot, hôgen marô eo.
16. Pa glevaz Ac’hab pénaoz é oa marô Nabot, é tavaz, hag é tiskennaz da winien Nabot ar Jézraélit, évid hé c’hémérout.
17. Hôgen gér ann Aotrou a gomzaz oud Élias, ann Tesbit, ô lavarout :
18. Saô, ha diskenn da ziambrouga Ac’hab, roué Israel, a zô é Samari : chétu é tiskenn da winien Nabot, évid hé c’hémérout.
19. Ha té a gomzô out-han̄, ô lavarout : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Lazet éc’h eûz, hag ouc’h-penn éc’h eûz kéméret dré ners. Ha goudé-zé é liviri c’hoaz : Evel-henn é lavar ann Aotrou : Enn hévélep léac’h é péhini hô deûz ar châs lipet goad Nabot, é lipin̄t ivé da c’hoad.
20. Hag Ac’hab a lavaraz da Élias : Ha va c’havet éc’h eûz énébour d’id ? Hag hén̄ a lavaraz : Kavet em eûz, ô véza ma oud en em werzet, évid ôber ann drouk dirâg ann Aotrou.
21. Chétu é kasinn ann drouk war-n-oud, hag é kasinn-da-gét da nésted, hag é lazinn eûz a Ac’hab bétég al loéned, hag adaleg ar c’hen̄ta bétég ann diveza enn Israel.
22. Ha mé a lakai da dî ével tî Jéroboam, mâb Nabat, hag ével ti Baasa, mâb Ahia : ô véza ma ec’h eûz lékéat da zével drouk enn-oun, ha lékéat Israel da béc’hi.
23. Hôgen diwar-benn Jézabel en deûz komzet ann Aotrou, ô lavarout : Ar châs a zebrô Jézabel é park Jézrahel.
24. Mar marv Ac’hab é kéar, é vézô débret gan̄d ar châs : ha mar marv war ar méaz, é vézô débret gan̄t laboused ann én̄v.
25. Na oé két éta eunn all hén̄vel oud Ac’hab, évit béza en em werzet da ôber ann drouk dirâg ann Aotrou ; râk Jézabel, hé c’hrég, hé zougaz d’hé ôber.
26. Hag argarzuz é teûaz, enn hévélep doaré ma heûliaz ann idolou hô dôa gréat ann Amorréed, péré en dôa ann Aotrou kaset-da-gét a zirâk bugalé Israel.
27. Pa glevaz Ac’hab ar geriou-zé, é rogaz hé ziḻad, é c’hôlôaz hé gîg gan̄d eur zaé-reûn, hag é iunaz, hag kouskaz er zâc’h, hag é kerzaz hé benn izel.
28. Ha gér ann Aotrou a gomzaz oud Élias, ann Tesbit, ô lavarout :
29. Ha na wélez-té két péger vuéléet eo Ac’hab dira-z-oun ? Pa eo éta en em vuéléet enn abek d’in, na gasinn két ann drouk enn hé zeisiou-hén̄ ; hôgen é deisiou hé vâb é kasinn ann drouk war hé dî.
1. Tri bloaz a dréménaz héb brézel étré ar Siria hag Israel.
2. Hôgen enn trédé bloaz Jozafat, roué Juda, a ziskennaz étrézé roué Israel.
3. (Ha roué Israel a lavaraz d’hé servicherien : Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz Ramot-Galaad a zô d’é-omp, hag é an̄kounac’héomp hé zenna eûz a zaouarn roué Siria ?)
4. Hag hén̄ a lavaraz da Jozafat : Ha don̄d a rî-dé gan-én̄ da stourmi out Ramot-Galaad ?
5. Ha Jozafat a lavaraz da roué Israel : Mé a zô ével-d-oud ; va fobl ha da bobl n’in̄t néméd unan ; va marc’heien a zô da varc’heien. Jozafat a lavaraz ivé da roué Israel : Goulenn kuzul hiriô, mé az péd, digan̄t gér ann Aotrou.
6. Roué Israel éta a zastumaz ar broféded, war-drô pévar c’han̄t anézhô, hag a lavaraz d’ézhô : Ha mé a dlé mon̄d da Ramot-Galaad évit brézélékaat, pé choum é péoc’h ? Hag hî a lavaraz : Piñ, hag ann Aotrou hé lakai é dourn ar roué.
7. Ha Jozafat a lavaraz : Ha n’eûz két aman̄ eur profed-bennâg d’ann Aotrou, évit ma c’houlennimp kuzul digan̄t-han̄ ?
8. Ha roué Israel a lavaraz da Jozafat : Choum a ra eunn dén dré béhini é hellomp goulenni kuzul digan̄d ann Aotrou : hôgen mé am eûz kas out-han̄, ô véza na ziougan d’in nétrâ a vâd, hôgen droug hép-kén ; Michéas eo, mâb Jemla. Ha Jozafat a lavaraz d’ézhan̄ : O roué, na gomz két ével-sé.
9. Roué Israel a c’halvaz éta unan eûz ar ré spaz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Hast, ha digas din Michéas, mâb Jemla.
10. Hôgen roué Israel ha Jozafat, roué Juda, a oa azézet pép-hini war hé drôn, gwisket gan̄d diḻad roué, er pors dirâk dôr Samari ; hag ann holl broféded a ziougané dira-z-hô.
11. Sédésias, mâb Kanaana, a réaz ivé évit-han̄ kerniel houarn, hag a lavaraz : Evel-henn é lavar ann Aotrou : Gan̄d ar ré-man̄ é kéfluski ar Siria, kén na vézô kaset-da-gét gan-éz.
12. Hag ann holl broféded a ziougané war-eunn-drô, ô lavarout : Piñ da Ramot-Galaad, ha kéa gan̄d eûr ; hag ann Aotrou hé lakai é daouarn ar roué.
13. Hôgen ar c’hannad a oa éat évit gervel Michéas, a gomzaz out-han̄, ô lavarout : Chétu ann holl brofeded a ziougan mâd d’ar roué : ra vézô da lavar hén̄vel oud hô ré, ha diougan traou mâd.
14. Ha Michéas a lavaraz d’ézhan̄ : Ével ma eo béô ann Aotrou, é livirinn ar péz a lavarô d’în ann Aotrou.
15. Don̄d a réaz éta dirâg ar roué, hag ar roué a lavaraz dézhan̄ : Michéas, ha nî a dlé mon̄d da Ramot-Galaad évit brézélékaat, pé choum é péoc’h ? Ha Michéas a lavaraz d’ézhan̄ : Piñ, ha kéa gan̄d eûr, hag ann Aotrou hé lakai é daouarn ar roué.
16. Hôgen ar roué a lavaraz d’éz-han̄ : Da bédi ha da zaspédi a rann, é hanô ann Aotrou, ra gomzi ouz-in néméd hervez ar wirionez.
17. Hag hen̄ a lavaraz : Gwélet em eûz Israel holl skiñet er ménésiou ével dén̄ved hép mésaer. Hag ann Aotrou en deûz lavaret : Ar ré zé n’hô deûz kéd a vestr ; distrôet pép-hini enn hé di é péoc’h.
18. Neûzé roué Israel a lavaraz da Jozafat : Ha n’em eûz-mé két lavaret d’id pénaoz na ziougan d’in nétrâ a vâd, hôgen droug hép-kén ?
19. Ha Michéas a lavaraz c’hoaz : Râk-sé kleô gér ann Aotrou : Gwélet em eûz ann Aotrou azézet war hé drôn, hag holl armé ann én̄v enn hé zâ dira-z-han̄ a zéou hag a gleiz :
20. Hag ann Aotrou a lavaraz : Piou a douellô Ac’hab, roué Israel, évit ma piñô ha ma kouézô é Ramot ? Hag unan a lavaraz ével-henn, hag eunn all ével-sé.
21. Hôgen ar spéred a zeûaz er-méaz, hag a zavaz dirâg ann Aotrou, hag a lavaraz : Mé a douellô anézhan̄. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : É pé zoaré ?
22. Hag hén̄ a lavaraz : Mon̄d a rinn er-méaz, hag é vezinn eur spéred gaouiad é génou hé holl broféded. Hag ann Aotrou a lavaraz : Hé douella hag hé drec’hi a ri. Kéa er-méaz, ha gra ével-sé.
23. Bréma éta chétu en deûz lékéat ann Aotrou eur spéred gaouiad é génou da holl broféded a zô aman̄, hag ann Aotrou en deûz drouk-lavaret diwar da benn.
24. Hôgen Sédésias, mâb Kanaana, a dôstaaz, hag a rôaz eur javédad da Vichéas, hag a lavaraz : Spéred ann Aotrou hag hén̄ en deûz va dilézet, ha n’en deûs-hén̄ komzet néméd ouz-id ?
25. Ha Michéas a lavaraz : Hé wéloud a rî enn deiz é péhini é tréméni eûz a eur gambr enn eur gambr all évid en em guza.
26. Ha roué Israel a lavaraz : Kémérit Michéas, ha kasit-hen̄ da di Amon, prin̄s kéar, ha da dî Joas, mâb Amelec’h.
27. Ha livirid d’ézhô : Ével-henn é lavar ar roué : Likid ann dén-man̄ er vâc’h, ha magit-hén̄ gan̄t bara glac’har ha gan̄d dour an̄ken, kén na zistrôinn é péoc’h.
28. Ha Michéas a lavaraz : Mar tistrôez é péoc’h, n’en deûz két ann Aotrou komzet dré z-oun. Hag hén̄ a lavaraz c’hoaz : Sélaouit holl boblou.
29. Roué Israel ha Jozafat, roué Juda, a biñaz éta étrézé Ramot-Galaad ;
30. Ha roué Israel a lavaraz da Jozafat : Kémer da armou, ha kéa d’ar stourm, goudé béza gwisket da ziḻad da unan : hôgen roué Israel a névézaz hé ziḻad, hag a iéaz goudé d’ar stourm.
31. Hôgen roué Siria en dôa gourc’hémennet da brin̄sed hé zaou garr ha trégon̄t ô lavarout : Na stourmot oud hini é-béd, na brâz na bihan, néméd out roué Israel hép-kén.
32. Pa wélaz éta prin̄sed ar c’hirri Jozafat, é kredchon̄t pénaoz é oa hén̄ roué Israel ; hag oc’h en em strin̄ka étrézég enn-han̄, é stourmen̄t out-han̄ : ha Jozafat a c’harmaz.
33. Ha prin̄sed ar c’hirri a wélaz er-vâd pénaoz né oa két hén̄ roué Israel, hag é lézchon̄t anézhan̄.
34. Hôgen eunn dén a steñaz hé warek, hag a dennaz eur zaez diouc’h ann darvoud, hag hî a skôaz roué Israel étré ar skéven̄t ha poull ar galoun. Hag hén̄ a lavaraz d’hé garréner : Trô da zourn, ha tenn ac’hanoun eûz ann armé ; râg gwall c’hlazet ounn.
35. Hôgen ann emgann a badaz héd ann deiz, ha roué Israel a choumaz enn hé garr, trôet oud ar Siried, hag a varvaz diouc’h ar pardaez : hôgen ar goad eûz hé c’houli a rédé é kreiz ar c’harr.
36. Hag eunn embanner a zonaz dré ann holl armé, abarz ma oa kuzet ann héol, ô lavarout : Distrôet pép-hini d’hé géar ha d’hé vrô.
37. Pa oé éta marô ar roué, é oé douget da Zamari : hag hî a vésiaz ar roué é Samari,
38. Hag a walc’haz hé garr hag al lérennou é lenn Samari ; hag ar châs a lipaz hé c’hoad, hervez ar gér en dôa lavaret ann Aotrou.
39. Oberiou all Ac’hab, ha kémen̄d a réaz, hag ann tî olifan̄d a zavaz, hag ann holl geriou a zavaz ivé, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Israel ?
40. Ac’hab éta a gouskaz gan̄d he dadou, hag Oc’hozias, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.
41. Hôgen Jozafat, mâb Asa, a ioa deûet da réni war Juda er pévaré bloaz eûz a Ac’hab, roué Israel.
42. Pemp ploaz ha trégon̄t en doa pa zeûaz da réni, hag hén̄ a rénaz pemp ploaz war-n-ugen̄t é Jéruzalem : hé vamm a oa hanvet Azuba, merc’h Salai.
43. Hag hén̄ a gerzaz é holl hen̄chou Asa hé dâd, ha na drôaz két diout-hô : hag hén̄ a réaz ar péz a oa reiz dirâg ann Aotrou.
44. Koulskoudé na freûzaz két al lec’hiou uc’hel ; râg ar bobl a réa sakrifisou hag a zevé ézan̄s war al lec’hiou uc’hel.
45. Ha Jozafat eo dôé ar péoc’h gan̄t roué Israel.
46. Oberiou all Jozafat, ha kémen̄d en deûz gréat, hag hé emgannou, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ann ôberiou a bép bloaz eûz a rouéed Juda ?
47. Kâs a réaz ivé diwar ann douar ar ré all eûz ar Sodomied a oa choumet é deisiou Asa, hé dâd.
48. Na oa két neûzé a roué lékéat é Édom.
49. Ar roué Jozafat eo dôa gréat listri war ar môr, évit mon̄t da Ofir da glask aour ; hôgen na helchon̄t két mon̄t, ô véza ma oen̄t brévet é Asiongaber.
50. Neûzé Oc’hozias, mâb Ac’hab, a lavaraz da Jozafat : Ra’z ai va zervicherien gan̄d da zervicherien war al listri : hôgen na fellaz két da Jozafat.
51. Ha Jozafat a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet gan̄t-hô é kéar David, hé dâd : ha Joram, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.
52. Hôgen Oc’hozias, mâb Ac’hab, a ioa deûet da réni war Israel é Samari, er seitékved bloaz eûz a Jozafat, roué Juda ; hag hén̄ a rénaz daou vloaz war Israel.
53. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hag a gerzaz é hen̄t hé dâd hag hé vamm, hag é hen̄t Jéroboam, mâb Nabat, péhini en dôa lékéat Israel da béc’hi.
54. Servicha a réaz ivé Baal, hag éc’h azeûlaz anézhan̄, hag éc’h heskinaz ann Aotrou, gan̄d ann holl draou en dôa gréat hé dâd.