Bibl/Levr Abdias
1. Gwélédigez Abdias. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué da Édom : Klévet hon eûz gér ann Aotrou, hag hén̄ en deûz kaset eur c’hannad étrézég ar brôadou : Savit, ha déomp da vrézélékaat out-han̄.
2. Chétu mé em eûz da lékéat da véza bihan é-touez ar brôadou : gwall zispléd oud.
3. Rogen̄tez da galoun en deûz da douellet : ô véza ma choumez é faoutou ar rec’hier, ha ma éc’h eûz savet uc’hel da drôn, éc’h eûz lavaret enn da galoun : Piou a dennô ac’hanoun d’ann douar ?
4. Ha pa zafchez kenn uc’hel hag ann érer, ha pa rajez da neiz é-touez ar stéred ; mé az ténnô ac’hanô, émé ann Aotrou.
5. Ma vijé deûet enn da dî laéroun pé riblerien a-zoug ann nôz, ha n’az pijé két tavet ? Ha n’hô dévijé két hî kéméret hô gwalc’h hep kén ? Ma vijé deûet ven̄dacherien enn da winien, ha n’ho dévijé két da vihana lézet d’id eur bod rézin ?
6. Pénaoz hô deûs-hi c’houiliet Ésau, hag hô deûs-hi klasket el lec’hiou ar ré guzéta ?
7. Bété da harzou in̄t éat war da lerc’h : ar ré holl hô dôa gréat kévrédigez gan-éz hô deûz gréat goap ac’hanod : ar ré hô doa gréat ar péoc’h gan-éz a zô bét savet enn da énep : ar ré a zebré gan-éz hô deûz aozet spiou d’id : n’eûz két a boell enn-han̄.
8. Ha né két enn deiz-zé, émé ann Aotrou, é kasinn ar ré fûr eûz ann Iduméa, hag ar ré boellek eûz a Ésau ?
9. Da dûd kré eûz ar c’hrésteiz hô dévézô aoun, ô véza ma vézô lazet kalz tûd war vénez Ésau.
10. Enn abek d’as lazérez, ha d’as fallagriez é-kén̄ver da vreûr Jakob, é vézi gôloet a véz, hag é vézi kollet da-vikenn.
11. Enn deiz ma oud savet enn hé énep, pa oa dispennet hé armé gan̄d ann diavésidi, hag éz éa hé énébourien enn hé bersier, hag é taolen̄t ar sort war Jéruzalem : té ivé a ioa ével unan anézhô.
12. Na ri mui a c’hoab eûz da vreûr é deiz hé c’hlac’har, é deiz hé zizougadur : ha n’en em laouénai két diwar-benn bugalé Juda é deiz hô reûz, ; ha na zigori két da c’hédou é deiz hé an̄ken.
13. Na dreûzi két pors va fobl é deiz hé zisman̄tr : na rî mui a c’hoab eûz hé zroug é deiz hé goll : ha n’az i két war-lerc’h hé armé é deiz hé zispennadur.
14. N’en em zalc’hi két er c’hroaz-hen̄chou évit laza ar ré a dec’hô : ha na strôbi két ann dilerc’h anézhan̄ é deiz hé en̄krez.
15. Rak tôst eo deiz ann Aotrou war ann holl vrôadou : ével ma éc’h eûz gréat, é vézô gréat d’id : da c’hôbr a zistrôi war da benn da-unan.
16. Râg ével ma hoc’h eûz évet war va ménez san̄tel, éc’h évô ivé bépréd ann holl vrôadou : hag hî a évô, hag a loun̄kô, hag a vézô ével pa na ven̄t két.
17. Hôgen war vénez Sion é vézô ar zilvidigez ; hag hén̄ a vézô san̄tel : ha tî Jakob a berc’hennô ar ré hô doa hé berc’hennet.
18. Tî Jakob a vézô eunn tan, ha tî Jozef eur flamm, ha tî Ésau eur gôlôen : hag hî a vézô devet gan̄t-hô : hag hî hô loun̄kô : ha na choumô dilerc’h é-béd eûz a dî Ésau, râg ann Aotrou en deûz hé lavaret.
19. Ar ré a zô war-zû ar c’hrésteiz, hag é mésiou ar Filistined hô dévézô é digwéz ménez Ésau : hag hî a berc’hennô brô Éfraim, ha brô Samaria : ha Ben̄jamin en dévézô Galaad.
20. Ha dizougadur armé bugalé Israel a berc’hennô holl lec’hiou ar C’hananéed bété Sarepta : ha dizougadur Jéruzalem, ar ré a zô er Bosfor, a biaouô keriou ar c’hrésteiz.
21. Hag ar zavéterien a biñô war vénez Sion évit barna ménez Ésau : hag ar rén a vézô d’ann Aotrou.