Bibl/Levr Habakuk
1. Béac’h a wélaz ar profed Habakuk.
2. Bété pégeit, Aotrou, é c’harminn-mé, ha na zélaoûi két ouz-in ? é ioûc’hinn-mé étrézég enn-od em en̄krez, ha na zieûbi két ac’hanoun ?
3. Pérâg am lékéez-té da wélout fallagriez hag azrec’h, da gaout dira-z-oun ar skrâb, ann direiz : mar gréeur eur varn, ar gounid a zô évid ar galloudéka.
4. Râk-sé eo roget al lézen, hag ar varn n’az a két béteg ann divez : râg ar fallagr a zô tréac’h d’ann dén reiz ; ha dré-zé eo gaouet ar varn.
5. Sellid oud ar brôadou, ha gwélit : bézit souézet ha saouzanet : rak chétu é c’hoarvézô eunn drâ enn hô teisiou, ha na grédô dén pa vézô danévellet d’ézhan̄.
6. Râk chétu é likiinn da zével ar C’haldéed, brôad c’houerô ha téar, péhini a gerz war héd ann douar, évit perc’henna tiez ha n’in̄t két d’ézhô.
7. Eûzuz ha spoun̄tuz éo : anézhi hé-unan é tenn hé barn hag hé béac’h.
8. Skan̄voc’h eo hé c’hézek égét léonparded, ha buanoc’h éget bleizi ann abardaez : hé marc’heien en em skiñô, rag hé marc’heien a zeûi a bell : war nîch é teûin̄t ével eunn er a zo mall gan̄t-han̄ dibri.
9. D’ar preiz é teûin̄t holl : hô dremm a vézô ével eunn avél skaotuz : hag hî a strollô ar sklaved ével tréaz.
10. Hén̄ a vézô tréac’h d’ar rouéed, hag a rai goab eûz ar brin̄sed : c’hoarzin a rai pa wélô hô c’hréou ; savennou douar a rai, hag é kémérô anézhô.
1l. Neûzé é vézô trôet hé spéred, hag hén̄ a dréménô, hag a goûézô : chétu hé ners hag hini hé Zoué.
12. Hôgen té, Aotrou, péhini a zô adaleg ar penn-ken̄ta va Doué, ha va zan̄t, ha na viri két ouz-omp na varvimp ? ô Aotrou, da varn éc’h eûz hé lékéat ; kré éc’h eûz hé c’hréat évit kastiza.
13. Glân eo da zaoulagad, évit na wéli két ann drouk : ha na hellez két sellout oud ar fallagriez : pérâg é sellez-té oud ar ré a râ drouk, hag é tavez-té pa loun̄k ar fallagr ann hini a zô reizoc’h égét-han̄ ?
14. Hag é réz-té tûd ével pésked ar môr, hag ével prén̄ved péré n’hô deûz két a brin̄s ?
15. Holl é sâv anézhô gan̄d ann higen ; lôd a zidenn enn hé zeûlen, lôd all a zastum enn hé roued. Goudé-zé eo em laouénai, hag é tridô.
16. Râk-sé é kennigô hostivou d’hé zeûlen, hag é rai sakrifisou d’hé roued : ô véza ma eo bét kresket hé loden gan̄t-hô, ha ma en deûz kavet ar boéd a garé.
17. Râk-sé c’hoaz é steñ hé zeûlen, ha na éhan két da laza ar brôadou.
1. Sével a rinn war va gwéré, hag é chouminn stard em c’hré : hag é sellinn piz, évit ma wélinn pétrâ a vézô lavaret d’in, ha pétrâ a respoun̄tinn d’ann hini a damallô ac’hanoun.
2. Hag ann Aotrou a gomzaz ouz-in, hag a lavaraz : Skrîv ar péz a wélez, ha laka-hén̄ fréaz war daolennou, évit ma hellor hé lenna enn eur rédek.
3. Râk, mar doaré béza pell ar wélédigez, en em ziskouézô enn divez, ha na douellô két : mar gourzéz, gortoz-hen̄ : râk don̄t, don̄t a rai, ha na zaléô két.
4. Chétu ann hini a zô diskrédik, né két éeun hé éné enn-han̄ : hôgen ann dén reiz a vév eûz ar feiz.
5. Râg ével ma eo touellet ann hini a év gwîn, ével-sé ann dén balc’h na choumô két enn hé skéd ; hén̄ péhini en deûz lédet hé éné ével ann ifern ; hen̄ péhini a zô ével ar marô, ha na hell két béza gwalc’het ; hén̄ péhini a stroll war hé drô ann holl vrôadou, hag a zastum étrézég enn-han̄ ann holl boblou.
6. Ha na zeûi-hén̄ két da zorc’hen évid ar ré-zé holl, ha na raint-hi két a c’hoab anézhan̄, ô lavarout : Gwâ ann hini a vern ar péz né két d’ézhan̄ ? bété pégeit é tastumô enn hé énep berniou fan̄k ?
7. Ha na zavô két war-eunn-taol tûd hag a grogô enn-od, hag a rogô ac’hanod, ha da béré é teûi da breiz ?
8. Ével ma éc’h eûz preizet kalz a vrôadou, holl zilerc’h ar boblou az preizô ivé, enn abek da c’hoad ann dûd, ha d’as fallagriez é-kén̄ver ar vrô, hag ar géar, hag ar ré holl a choumé enn-hi.
9. Gwâ ann hini a zastum eur gwall bizoni enn hé dî, évit lakaad hé neiz war ann uc’hel, hag a venn béza dieûb eûz a zourn ann drouk.
10. Mennet éc’h eûz mézégez da dî, dispennet éc’h eûz kalz poblou, ha da éne en deûz péc’het.
11. Râg ar méan a c’harmô eûz ar vôger, hag ar c’hoat a framm ann tiez a gomzô.
12. Gwâ ann hini a zâv eur géar er goâd, hag a ziazez anézhi er fallagriez.
13. Ha na zeû két kémen̄t-sé dioud Aotrou ann arméou ? Râg ar boblou a vézô dispennet gan̄d ann tân, hag ar brôadou az a iélô da-gét.
14. Râg ann douar a vézô leûn eûz a wiziégez gloar ann Aotrou ; ével ma eo gôlôet ar môr gan̄d ann doureier.
15. Gwâ ann hini a vesk hé véstl er braoued a rô d’hé viñoun, hag a laka anézhan̄ da vézvi, évit ma wélô hé noazded.
16. Leûniet é vézi a vézégez é léac’h gloar : év ivé té, ha môréd : kôp dourn-déou ann Aotrou a iélô war-drô d’id, hag eunn disloun̄k mézuz a gouézô war da c’hloar.
17. Râk fallagriez al Liban a c’hôlôi ac’hanod, ha gwastadur al loéned a spoun̄tô anézhô, enn abek da c’hoad ann dûd, ha d’hô fallagriez é-kén̄ver ar vrô, hag ar géar, hag ar ré holl a choumé enn-hi.
18. Pé lâz ar skeûden gréat gan̄d eur c’hizeller, pé ann hini faoz gréat gan̄d ann teûzer ? koulskoudé ann ôbérour a laka hé c’héd enn hé labour hé-unan, er skeûden vûd en deûz gréat.
19. Gwâ ann hini a lavar d’ar c’hoat : Dihun ; ha d’ar méan mûd, sâv : hag hen̄ a hellô deski eunn dra d’id ? Chétu hen̄ a vézô gôlôet a aour hag a arc’han̄t, ha na vézô éné é-béd enn-han̄.
20. Hôgen ann Aotrou a zô enn hé dempl san̄tel : râ davô ann douar holl dira-z-han̄.
1. Péden Habakuk ar profed évid ann diwiziégésiou.
2. Aotrou, klevet em eûz da c’hér, hag ounn bét spoun̄tet. Da labour eo, Aotrou, rô ar vuez d’ézhan̄ é-kreiz ann amzeriou. É-kreiz ann amzeriou é tiskouézi anézhan̄ : pa vézô droug enn-od, ez pézô koun eûz da drugarez.
3. Euz ar c’hrésteiz é teûi Doué, hag ar san̄t eûz a vénez Faran. Hé c’hloar é deûz gôlôet ann én̄vou : hag ann douar a zô leûn eûz hé veûleûdi.
4. Hé skéd a vézô ével goulou : kerniel a zeûi eûz hé zaouarn. Énô eo kuzet hé ners.
5. Ar marô a gerzô dira-z-han̄ : hag ann diaoul a zeûiô er-méaz dirâg hé dreid.
6. Arzaôi a-réaz, hag é ven̄taz ann douar. Selloud a réaz, hag é teûzaz ar brôadou : ar ménésiou a-viskoaz a zô bét brévet : krec’hiennou ar béd a zô bét kroummet dindân kamméjou hé beûr-badélez.
7. Enn abek d’ar fallagriez em eûz gwélet teltou ann Étiopied : pallennou douar Madian a vézô reûstlet.
8. Hag oud ar steriou, Aotrou, eo savet da vuanégez ? hag oud ar steriou eo savet da frouden ? hag oud ar môr eo savet da érez ? Pa biñez war da gézek, ha war da girri évit digas ann dieûb.
9. Heja, heja a rî da warek, évit sévéni ar gér éc’h eûz touet d’ar breûriézou. Steriou ann douar a ranni.
10. Ar ménésiou hô deûz da wélet, hag hî a zô bét doaniet : ann doureier brâz a zô éat ébiou : al loun̄k en deûz gréat trouz : savet en deûz hé zaouarn out-kréac’h.
11. Ann héol hag al loar a zô arzaôet enn hô lôk : out goulou da zaésiou, out skéd da wâf foultruz éz ain̄t.
12. Mac’ha a rî ann douar enn da vuanégez, saouzani a rî ar brôadou enn da frouden.
13. Deûet oud er-méaz évit savétei da bobl, évit hé zavétei gan̄d da Grist. Skôet éc’h eûz gan̄t penn ti ar fallagr : hé lékéat éc’h eûz enn noaz adaleg ar gwéled bétég al lein.
14. Milliget éc’h eûz hé walen-roué, ha penn hé vrézélidi, péré a zeûé ével eunn arné évit va dispenna. Trida a réan̄, ével ann hini a loun̄k ar paour enn disgwél.
15. Eunn hen̄t éc’h eûz gréat d’as kézek a-dreûz ar môr, é fan̄k doureier brâz.
16. Klevet em eûz, ha va c’hôv a zô bét kéflusket : gan̄d ann trouz hô deûz krénet va muzellou, ra zeûi ar vreinadurez em eskern : ra leûniô ac’hanoun ; évit ma vézinn enn éhan é deiz ann en̄krez, ha ma en em unaninn gan̄d hor pobl évit piña gan̄t-han̄.
17. Râg ar gwéz-fiez na vleûin̄t két, ha na vézô két a rezin oud ar gwiniennou. Ar gwéz-olived a zinac’hô hô frouez : hag ar parkou na rôin̄t két â éd. Tennet é vézô ann dén̄ved eûz hô c’hreier : ha na vézô mui a zaoud er staoliou.
18. Hôgen mé en em laouénai enn Aotrou : hag é tridinn é Doué va Zalver.
19. Ann Aotrou Doué eo va ners : hag hen̄ a lakai va zreid ével ré ar c’hirvi. Hag hen̄ am digasô gounidek war va lec’hiou-uc’hel out son ar c’hanaouennou.