Bibl/Levr Michéas

troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 262-267)



LEVR MICHÉAS.


————


I. PENNAD


Ar profed a ziougan disman̄tr Samaria ha Jéruzalem.



1. Gér ann Aotrou péhini a zeûaz da Vichéas ar Morastiad, é deisiou Joatan, Ac’haz hag Ézéc’hias rouéed Juda, hag a wélaz diwar-benn Samaria ha Jéruzalem.

2. Sélaouit, holl boblou ; ra lakai évez ann douar, ha kémen̄d a zô enn-han̄ : bézet ann Aotrou Doué da dést enn hoc’h énép, ann Aotrou eûz hé démpl san̄tel.

3. Râk chétu ann Aotrou a zeûi er-méâz eûz hé léac’h : diskénna a rai, hag é vac’hô holl uc’helennou ann douar.

4. Ar ménésiou a steûziô dindan-han̄ : ann traon̄iennou a faoutô ével koar dirâg ann tân, hag ével ann doureier en em daol enn eul loun̄k.

5. Ha kémen̄t-sé enn abek da wall Jakob, ha da béc’héjou tî Israel. A béléac’h é teû gwall Jakob ? Ha né két eûz a Zamaria ? Péléac’h édo lec’hiou-uc’hel Juda ? Ha né két é Jéruzalem ?

6. Lakaad a rinn Samaria ével eur bern mein enn eur park pa blan̄teur eur winien : hag é likiinn hé mein da ruḻa enn draon̄ien, hag é tizôlôinn hé diazézou.

7. Hé holl skeûdennou kizellet a vézô torret, hag hé holl c’hounidou a vézô devet gan̄d ann tân, hag hé holl idolou a gasinn-da-gét : ô véza ma in̄t bét dastumet gan̄t gounidou eur c’hreg fall, hag é tistrôin̄t da c’hounid da eur c’hreg fall.

8. Râk-sé e keininn, hag é iouc’hinn : kerza a rinn diwisk hag enn noaz : keinvanou a rinn ével ann aérévent, ha kunuc’hennou ével ann aotruzed.

9. Râk man̄truz eo hé gouli ; deûet eo béte Juda, stokét en deûz oud dôr va fobl, bétég é Jéruzalem.

10. Na embannit, két kémen̄t-sé é Get, na skuḻit két a zaérou, é tî ar poultr en em c’hôlôit a boultr.

11. Id ébiou, gôlôet a véz hag a vézégez, c’houi péré a choum enn eul léac’h dudiuz : né két éat er-méaz ann hini a choum enn hoc’h harzou : ann ti nés, péhini a zô choumet enn hé zâ anézhan̄ hé-unan, a zô bét glac’haret enn abek d’é-hoc’h.

12. Râg ann hini a choum er c’houervder a zô bét ré wan évid ôber vâd d’é-hoc’h : ô véza ma eo diskennet ann drouk diouc’h ann Aotrou bété porz Jéruzalem.

13. Ar ré a choum é Lac’his a zô bét spoun̄tet brâz gan̄t trouz ar c’hirri : penn ar péc’hed eo té, merc’h Sion ; râg enn-od eo bét kavet gwallou Israel.

14. Râk-sé roué Israel a gasé eûz hé dud étrézé prin̄sed Get : hôgen na gavin̄t néméd eunn ti a c’hevier, a douellô anézhô.

15. Eunn her a gasinn c’hoaz d’id, té péhini a choum é Marésa : gloar Israel a iélô béteg Odollam.

16. En em voala, hag en em douz, diwar-benn da vugalé a ioa da zudi : léd da voalder ével ann er ; râk skrapet in̄t bét d’id ha kaset é sklavérez.


————


II. PENNAD


Direizded ha kastiz bugalé Israel.


l. Gwâ c’houi a venn traou gwân, hag a râ drougiez enn hô kwéléou : da c’houlou-deiz é réon̄t kémen̄t-sé, râg a-énep Doué é savon̄t hô dourn.

2. Ar parkou hô deûz c’hoan̄téet ; hô skrapet hô deûz gan̄d diboell ; hag ann tiez hô deûz ivé skarzet : mac’het hô deûz ann dén hag hé dî, ann dén hag hé zigwéz.

3. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a gasô war ann tiad-zé eunn drouk, a béhini na dennot két hô kouzoug : na valéot mui gan̄t balc’hder, râg eur gwall amzer e vézô.

4. Enn deiz-zé é vézô gréat rambréou diwar hô penn, kanaouennou bourduz a vézô kanet diwar hô koust, ô lavarout : Gwastet ha didudet omp : digwéz va fobl a zô névézet : Pénaoz é pellai-hén diouz-in ? p’az ai-kuît, é rannô hon douarou.

5. Râk-sé na vézô hini ac’hanoc’h a gémen̄t en dévézô hé lôd hag hé zigwéz é strollad ann Aotrou.

6. Na livirit két héb éhan : kémen̄t-sé na gouézô két war-n-ézhô, na vézin̄t két gôlôet a véz.

7. Tî Jakob a lavar : Ha berréet eo spéred ann Aotrou, hag ar ré-zé eo hé vénosiou ? Ha né két mâd va geriou é-kén̄ver néb a gerz er reizded ?

8. Hôgen va fobl a zô savet em énep : ar zaé hag ar man̄tel hoc’h eûz skrapet : ével énébourien oc’h en em daolet war ar ré a iéa ébiou é péoc’h.

9. Gragez va fobl hoc’h eûz taolet er-méaz eûz hô ziez dudiuz : va meûleûdi hoc’h eûz tennet da-vikenn eûz a c’hénou hô bugaligou.

10. Savit hag ît-kuît, râk n’eûz két a éhan aman̄ évid-hoc’h : râg ann hudurez gan̄t péhini hoc’h eûz hé saotret, é deûz hé leûniet a fléar.

11. A-ioul é venn eunn dén hép spéred, hag é teûjenn ken̄toc’h da lavarout gevier : kouéza a rinn war-n-od ével eur gwin a zeû da vézvi ; ha war ar bobl-man̄ eo é kouézinn.

12. Da strolla a rinn holl, ô Jakob : grounna a rinn dilerc’hiou Israel : hô lakaad a rinn kévret ével eunn tropel er c’hraou, ével dén̄ved é-kreiz hô c’hlôz : reûstl a vézô gan̄d al lôd brâz a dûd.

13. Râg ann hini a dlé digeri ann hen̄t d’ézhô a biñô enn hô raok : hî en em rannô, hag a dréménô dré ar porz, hag a iélô ébarz : hag hô roué a iélô ébiou dira-z-hô, hag ann Aotrou enn hô fenn.


————


III. PENNAD


Gourdrouzou Doué a-éneb ar brin̄sed, ar varnerien, hag ar véleien.


1. Lavaret em eûz ive : Sélaouit, prin̄sed Jakob, ha duged tî Israel : ha né két d’é-hoc’h gouzout ar varn ?

2. C’houi péré a gasa ar mâd, hag a gâr ann drouk : a skrâp hô c’hroc’hen diwar-n-ézhan̄, hag ar c’hîk diwar hô eskern.

3. Debret hô deûz kîk va fobl, lamet hô deûz hé groc’hen diwar-n-ézhan̄ : hé eskern hô deûz brévet, hag hô deûz hô draḻet, ével évid lakaad enn eur pôd, hag ével kîg enn eur gaoter.

4. Neûze é c’harmin̄t étrézég ann Aotrou, hag hén̄ na zélaouô két out-hô : kuza a rai hé zremm out-hô enn amzer-zé, ével ma in̄t bét droug enn hô ôberiou.

5. Ével-henn é lavar ann Aotrou diwar-benn ar broféded a douell va fobl ; péré a rôg gan̄d hô den̄t, hag a brézeg ar péoc’h : ha ma tinac’h eur ré leûnia hô génou d’ézhô, é réon̄t enn hô san̄télez brézel d’ézhan̄.

6. Râk-sé é vézô nôz d’é-hoc’h évit gwélédigez, ha tévalien évid diougan : ann héol a guzô war ar broféded, hag ann deiz a zuô war-n-ézhô.

7. Ar ré hô deûz gwélédigésiou a vézô mézékéet, ha mézékéet ann diouganerien : hag hî holl a guzô hô dremm, ô véza n’en dévézô két respoun̄tet Doué.

8. Hôgen mé a zô leûn eûz a ners spéred ann Aotrou, a varn hag a c’halloud, évid diougani da Jakob hé wall, hag hé béc’hed da Israel.

9. Sélaouit ann dra-man̄, prin̄sed tî Jakob, ha c’houi barnerien tî Israel ; c’houi péré a argarz ar varn hag a ziskar kémen̄d a zô reiz .

10. C’houi péré a zâv tiez é Sion gan̄d ar goâd, hag é Jéruzalem gan̄d ar fallagriez.

1l. Hô frin̄sed a varn évit rôou, hô béleien a zesk évit gôbr, hag hô froféded a ziougan évid arc’han̄t : hag hî en em harp war ann Aotrou, ô lavarout : Ha n’éma két ann Aotrou enn hor c’hreiz ? na zeûi két a zrouk war-n-omp.

12. Râk-sé é viot kiriek ma vézô aret Sion ével eur park, ha ma teûi Jéruzalem ével eur bern mein, ha ménez ann templ ével lec’hiou-uc’hel ar c’hoajou.


————


IV. PENNAD


Dispennadur ar brôadou savét a-énep Sion.


1. Chétu pétrâ a c’hoarvézo. É divez ann deisiou é vézô savet tî ann Aotrou war lein ar ménésiou : uc’hel é savô war ar c’hrec’hiennou : hag ar boblou a zeûi founn étrézeg enn-han̄.

2. Ha kalz brôadou a zeûi, hag a lavarô : Deûit piñomp da vénez ann Aotrou, ha da dî Doué Jakob : hag hén̄ a zeskô d’é-omp hé hen̄chou, ha nî a iélô enn hé ravenchou : râg al lézen a zeûi er-méaz eûz a Zion, ha gér ann Aotrou eûz a Jéruralem.

3. Hag hén̄ a varnô étré kalz a boblou, hag a gastizô brôadou kré bété brôiou pell : hag hi a drôi hô c’hlézeier é souc’hou, hag hô gwafiou é pigellou : ha na zavô két eûr vrôad ar c’hlézé war eur vrôad all : ha na zeskin̄t mui da vrézélékaat.

4. Ha pép-hini a azézô dindân bér winien, ha dindân hé wézen-fiez, ha na vézô spoun̄tet gan̄t dén : râg génou ann Aotrou en deûz hé lavaret.

5. Râg ann holl boblou a valéô pép-hini é hanô hé Zoué : hôgen nî a valéô é hanô ann Aotrou hon Doué da-vikenn hag enn-tu-all.

6. Enn deiz-zé, émé ann Aotrou, é strollinn ann hini gamm, hag é c’hrounninn ann hini em boa distolet ha glac’haret :

7. Ha mé a lakai ann hini gamm enn dilerc’hiou, hag ann hini a oa bét glac’haret, enn eur vroâd gré : hag ann Aotrou a rénô war-n-ézhô war vénez Sion, a neûzé da-vikenn.

8. Ha té, tour koabrek ann tropel, merc’h Sion, bétég enn-od é teûi : ar penn-c’halloud a zeûi d’id, rouan̄télez merc’h Jéruzalem.

9. Pérâg oud-dé bréma glac’haret ? Ha n’éc’h eûz két a roué, ha marô eo da guzulier, ma oud é poan ével eur c’hrég é gwilioud ?

10. En em c’hlac’har, hag en em rec’h, merc’h Sion, ével eur c’hrég é gwilioud : râk bréma éz i er-méaz eûz a géar, hag é choumi er mésiou, hag é teûi bété Babilon : énô é vézi dieûbet, énô ann Aotrou az tennô eûz a zourn da énébourien.

11. Bréma ivé eo en em strollet kalz brôadou enn da énep, ô lavarout : Ra vézô labézet : ha ra zellô hol lagad out Sion.

12. Hôgen hî n’hô deûz két anavézet ménosiou ann Aotrou, ha n’hô deûz két poellet hé ratoz ; râg hén̄ en deûz hô strollet ével ar c’hôlô war al leur.

13. Saô, merc’h Sion, ha dourn-hi : râk mé a rôi d’id eur c’horn houarn, hag ivinou arem : kalz poblou a vac’hi hag é wéstli d’ann Aotrou hô freizou, hag hô madou da Aotrou ann douar holl.


————

V. PENNAD


Ganédigez ar C’hrist. Ar brôadou ar ré bella a drô ouc’h Doué.


1. Bréma a vézi gwastet, merc’h al laéroun : lékéat hô deûz ar c’hrounn war-n-omp : skei a rain̄t gan̄d eur wialen war vôc’h barner Israel.

2. Ha té, Béthléhem Éfrata, bihanig oud é-touez keriou Juda : ac’hanod é teûi d’in ann hini a vézô da Aotrou enn Israel, ann hini a zô deûet adaleg ar penn-ken̄ta, adaleg ann deisiou peûr-baduz.

3. Râk-sé é rôi d’ézhô bétég ann amzer, é péhini é c’houilioudô ann hini a dlé gwilioudi : hag ann dilerc’h eûz hé vreudeûr a zistrôi out bugalé Israel.

4. Hag hén̄ a zavô, hag a beûrô é ners ann Aotrou, é uc’helded hanô ann Aotrou hé Zoué : hag hî a zistrôi, râk neûzé é vézô meûlet dreist-men̄t bétég harzou ann douar.

5. Hag hén̄ a vézô ar péoc’h ; pa zeûi ann Assiried enn hor brô-ni, ha pa vac’hin̄t hon tiez : ha nî a lakai da zével out-hô seiz meser, hag eiz dén brâz.

6. Hag hî a zispennô douar Assur gan̄d ar c’hlézé, ha douar Nemrod gan̄d hô gwafiou : hag hén̄ hon dieûbô eûz ann Assiried, pa zeûin̄t enn hor brô, ha pa vac’hin̄t hon harzou.

7. Ha dilerc’hiou Jakob a vézô é-kreiz kalz poblou, ével ar glîz a zeû eûz ann Aotrou, hag ével bannéou dour war ar géot, hép gortozi dén, hép gédal nétrâ digan̄t bugalé ann dûd.

8. Ha dilerc’hiou Jakob a vézô er brôadou, é-kreiz kalz poblou, ével eul léon é-kreiz loéned ar c’hoajou, hag ével eul léonik é-kreiz eunn tropel dén̄ved, péhini a drémen, a vâc’h, hag a skrâp, hép ma hell hini harza out-han̄.

9. Da zourn a zavô war ar ré a vrézélékai ouz-id, ha da holl énébourien a vézô dispennet.

10. Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé, émé ann Aotrou : Tenna a rinn da gézek eûz da greiz, hag é torrinn da girri.

11. Dispenna a rinn keriou da vrô, hag é tiskarinn da holl gréou : ar strôbinellou a denninn eûz da zourn, ha na vézô mui a ziouganerien enn-od.

12. Kas a rinn da-gét da idolou kizellet, hag ar skeûdennou eûz da greiz : ha na azeûli mui labour da zaouarn.

13. Diframma a rinn ar c’hoajou brâz eûz da greiz, hag é vrévinn da geriou.

14. Hag en em ven̄ji a rinn em frouden hag em buanegez eûz ann holl vrôadou péré n’hô deûz két va zélaouet.


————


VI. PENNAD


Ann Aotrou a rébech d’ar Iuzevien hô dizanaoudégez.


1. Sélaouit ar péz a lavar ann Aotrou : Sâv, breûta oud ar ménésiou, ha ra glevô ar c’hrec’hiennou da vouéz.

2. Ra glevô ar ménésiou barn ann Aotrou, hag ivé diazézou kré ann douar : râg ann Aotrou a iélô é barn gan̄d hé bobl, hag a vreûtai gan̄d Israel.

3. Va fobl, pétrâ em eûz-mé gréat d’id, pé é pétrâ ounn-mé bét divad enn da géver ? Respon̄d d’in.

4. Hag enn abeg eo ma em eûz da dennet eûz a vrô ann Éjipt, ma em eûz da zieûbet eûz a dî ar sklavérez, ha ma em eûz kaset enn da raok Moizes, hag Aaron, ha Maria ?

5. Va fobl, ar péz koun, mé az péd ; eûz ar péz a vennaz Balac’h roué Moab, hag eûz ar péz a lavaraz d’ézhan̄ Balaam mâb Béor, eûz a Zetein bété Galgala, évit ma anavézi péger reiz eo ann Aotrou.

6. Pétrâ a genniginn-mé a hétuz d’ann Aotrou ? ha pléga a rinn-mé va glîn dirâg ann Doué uc’hel-brâz ? ha kenniga a rinn-mé d’ézhan̄ sakrifisou-losk, ha leûéou bloasiek ?

7. Hag ann Aotrou a hell béza habaskéet gan̄t mil tourz, pé gan̄t mil ha mil bouc’h lard ? ha rei a rinn va c’hen̄ta-ganet évit va gwall, frouez va c’hôv évit péc’hed va éné ?

8. Diskouéza a rinn d’id, ô dén, pétrâ a zô mâd, ha pétrâ a c’houlenn ann Aotrou digan-éz : Béza reiz er varn, karout ann drugarez, ha baléa gan̄t préder gan̄d da Zoué.

9. Mouéz ann Aotrou a c’harm étrézég ar géar, hag ar ré a zouj da hanô a vézô salvet : Sélaouit, breûriézou : hôgen piou hé arnodô ?

10. Tenzoriou ar fallagriez a zô c’hoaz ével eunn tan é tî ann dén-fallagr, hag ar ven̄t gaou leûn a frouden.

11. Ha mé a hellô rei da vâd ar valan̄s gaou, hag ar poéz touelluz ?

12. Enn doazé-zé eo eo leûn hé zud-pinvidik a fallagriez : hag ar ré a choum enn-hi a lavar gevier, hag hô zéôd n’eo némét touellérez enn hô génou.

13. Râk-sé éta, hag enn abek d’as péc’héjou, em eûz déraouet skei kré war-n-od.

14. Dibri a rî, ha n’az pézô két da walc’h : da vézégez a vézô enn da greiz : mar kémérez eur ré, n’hô dieûbi két : hag ar ré az pézô dieûbet, a rôinn d’ar c’hlézé.

15. Hada a rî, ha na védi két : gwaska a rî ann olived, ha n’en em lardi két gan̄d éôl : gwaska a ri ar rézin, ha na évi két a wîn.

16. Miret hoc’h eûz kélennou Amri, hag holl ôberiou tî Ac’hab, hag hoc’h eûz baléet enn hô ioulou ; râk-sé é rôinn ac’hanod d’as koll, hag ar ré a choum enn-han̄ d’ar goapérez : hag é tougot mézégez va fobl.


————


VII. PENNAD


Disman̄tr Babilon. Assav tî Jakob.


1. Gwâ mé, péhini a zô deûet ével ann hini a gutuḻ ar rézin enn diskar-amzer : na gavann két eur bod rezin da zibri : va éné en deûz c’hoan̄téet ivé fiez abréd,

2. N’eûz mui a zen̄t war ann douar, n’eûz dén reiz é-béd é-touez ann dûd, holl éc’h aozon̄t spiou évit skuḻa ar goâd ; pép-hini a ia war-lerc’h hé vreûr évid hé laza.

3. Mâd é galvon̄t droug hô daouarn ; ar prin̄s a c’houlenn, hag ar barner en em werz : ann dén brâz a gomz hervez ioul hé éné, hag hî hé starta.

4. Ar gwella anézhô a zô ével eunn drézen, hag ar reiza ével eunn dréan spern. Deiz da wélédigez, deiz da emwél a zeû : neûzé e vézin̄t dispennet.

5. Na likiit két hô fisian̄s enn hô miñoun, nag hô kréd enn hô réner : serr dôr da c’hénou oud ann hini a zo gourvézet war da askré.

6. Râg ar mâb a wall-gâs hé dâd, hag ar verc’h a zâv a-éneb hé mamm, hag ar verc’h-kaer a-éneb hé mamm-gaer : hag énébourien ann dén eo tûd hé dî.

7. Hôgen mé a zellô oud ann Aotrou ; gortozi a rinn Doué va zalver ; ha va Doué am sélaouô.

8. N’en em laouéna két em énep, va énébourez, ô véza ma ounn kouézet : sével a rinn adarré, goudé ma vézinn bét azézet enn amc’houlou ; ann Aotrou eo va goulou.

9. Buanégez ann Aotrou a zouginn, ô véza ma em eûz péc’het enn hé énep, kén n’en dévézô klevet va breût, ha gréat va barn : va c’hâs a rai er goulou, ha mé a wélô hé reizded.

10. Ha va énébourez a wélô kémen̄t-sé, hag a vézô gôlôet a véz, hî péhini a lavar d’in : Péléac’h éma ann Aotrou da Zoué ? Va daoulagad hé gwélô ivé : hag hî a vézô mac’het neûzé ével fan̄k ar ruou.

11. Enn deiz-zé é vézô assavet da diez : enn deiz-zé é vézô pelléet al lézen.

12. Enn deiz-zé é teûor eûz ann Assiria bétég enn-od, ha bétég ar c’heriou kré ; hag eûz ar c’heriou kré bétég ar ster, hag eûz ar môr d’ar môr, hag eûz ar ménez d’ar ménez.

13. Hag ar vrô a vézô an̄kéniet enn abek d’hé dûd, hag enn abek da frouez hô ménésiou.

14. Pask da bobl gan̄d da wialen, dén̄ved da zigwéz, ar ré a choum hô-unan er c’hoad, é-kreiz ar C’harmel : ra beûrin̄t é Basan hag é Galaad ével enn deisiou kôz.

15. Ével enn deisiou é péré é tenniz ac’hanod eûz a vrô ann Éjipt, é tiskouézinn burzudou d’ézhan̄.

16. Ar brôadou a wélô, hag hî a vézô mézékéet gan̄d hô holl ners. Lakaad a rain̄t hô dourn war hô génou, hô diskouarn a vouzarai.

17. Lipa a rain̄t ar poultr ével ann aéred, ével ar prén̄ved é vézin̄t strafilet enn hô ziez : spoun̄ta a rain̄t dirâg ann Aotrou hon Doué, hag hô dévézô aoun ra-z-od.

18. Pé Zoué a zô hén̄vel ouz-id, té péhini a lam ar fallagriez, hag a drémen dreist péc’hed dilerc’hiou da zigwéz ? Na zigasô mui hé frouden, rag hén̄ a gâr ann drugarez.

19. Distrei a rai ouz-omp, hag é rai trugarez enn hor c’hen̄ver : kâs a rai da-gét hor fallagriézou, hag é taolô hon holl bec’héjou é gwéled ar môr.

20. Da wirionez a rôi da Jakob, ha da drugarez da Abraham, ével ma éc’h eûz hé douet d’hon tadou abaoé ann deisiou kôz.