Bibl/Levr Oséa
1. Gér ann Aotrou a zeûaz da Oséa, mâb Bééri, é deisiou Ozias, Joatan, Ac’haz hag Ézéc’hias, roué Juda, hag é deisiou Jéroboam, mâb Joas, roué Israel.
2. Er penn-ken̄ta ma komzaz ann Aotrou oud Oséa ; hag é lavaraz ann Aotrou da Oséa : Kéa, kémer évid-od eur c’hrég a c’hadélez, ha grâ d’id bugalé a c’hadélez : râg ar vrô a zilezô ann Aotrou évid heûlia ar c’hadélez.
3. Hag hén̄ a iéaz, hag a géméraz Gomer, merc’h Débélaim ; hag hî a en̄géhen̄taz, hag a c’hanaz eur mâb d’ézhan̄.
4. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Galv-hén̄ Jezrahel : râg a-benn nébeût, é emwélinn goâd Jezrahel war di Jéhu, hag é likiinn da éhana rouan̄télez tî Israel.
5. Hag enn deiz-zé é torrinn gwareg Israel é traon̄ien Jezrahel.
6. Hag hî a en̄géhen̄taz adarré, hag a c’hanaz eur verc’h. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Galv-hi Didruez ; râk n’am bézô mui a druez out tî Israel, hôgen enn an̄kounac’h hô likiinn.
7. Hag em bézô truez out tî Juda, hag é tieûbinn anézhô dré ann Aotrou hô Doué : ha na zieûbinn két anézhô gan̄d ar warek, na gan̄d ar c’hlézé, na gan̄d ar brézel, na gan̄d ar c’hézek, na gan̄d ar varc’héien.
8. Hag hî a zizounaz Didruez ; hag é en̄géhen̄taz, hag é c’hanaz eur mâb.
9. Hag ann Aotrou a lavaraz : Galv-hén̄ Nann-va-fobl ; râk c’houi n’oc’h két va fobl, ha na vézinn két hô Toué.
10. Ha niver bugalé Israel a vézô adarré ével tréaz ar môr, na hell béza men̄tet na nivéret : hag é léac’h ma eo bét lavaret d’ézhô : C’houi, n’oc’h két va fobl ; é vézô lavaret d’ézhô : Bugalé ann Doué béo oc’h.
11. Neûzé bugalé Juda ha bugalé Israel en em strollô kévrét : hag hî a zavô évit-hô eur penn, hag a biñô eûz ann douar ; râk brâz eo deiz Jezrahel.
1. Livirit d’hô preûdeûr : Va fobl ; ha d’hô c’hoar : Trugarez hoc’h eûz bét.
2. Tamallit ho mamm, tamallit : ô véza n’éo mui va grég, ha n’ounn mui hé ozac’h ; ra dennô hé gadélésiou a zira-z-hi, hag hé avoultriézou eûz a greiz hé divroun.
3. Gan̄d aoun na ziwiskfenn anézhi enn noaz, ha n’hé lakajenn da véza ével é deiz hé ganédigez, n’hé lakajenn da véza ével eunn distrô, n’hé lakajenn da véza ével eunn douar dihen̄t, ha n’hé lazchenn gan̄d ar zéc’hed.
4. Ha n’em bézô két a druez oud hé bugalé : ô véza ma in̄t bugalé a c’hadélez.
5. Râg hô mamm a zô en em rôet d’ar c’hadélez ; saotret éo bét ann hini é deûz hô en̄géhen̄tet : râk lavaret é deûz : Mon̄d a rinn war-lerc’h va c’haran̄tésiou, péré a rô d’in va bara ha va dour, va gloan ha va lîn, va éôl ha va braoued.
6. Râk-sé chétu é kaéinn da hen̄t gan̄d drein, hé gaéa a rinn gan̄t berniou mein, ha na gavô két hé gwénodennou.
7. Hag hî a iélô war-lerc’h hé c’haran̄tésiou, ha n’hô zizô két ; hag hî hô c’hlaskô, ha n’hô c’havô két ; hag é lavarô : Mon̄d a rinn, hag é tistrôinn étrézé va ozac’h ken̄ta : râg gwell é oa d’in neûzé égét bréma.
8. Ha n’é deûz két gwézet-hî pénaoz eo mé em eûz rôet d’ézhi éd, ha gwîn, hag éôl, hag em eûz roet d’ézhi ann holl arc’han̄t hag ann holl aour ; é deûz aozet évit Baal.
9. Rak-sé é tistrôinn, hag é askémérinn va éd enn hé amzer, ha va gwîn enn hé amzer, hag é tieûbinn va gloan ha va lîn, a c’hôlôé hé mézégez.
10. Ha mé a ziskouézô bréma hé follen̄tez dirâg hé c’haran̄tésiou : ha dén n’hé zennô eûz va dourn.
11. Ha mé a lakai da éhana hé holl lévénez, hé gwéliou, hé loariou-nevez, hé sabbatou, hag hé holl lidou.
12. Ha mé a wastô hé gwini, hag hé gwéz-fiez, diwar-benn péré é deûz lavaret : Chétu va gôbrou, a zô bét rôet din gan̄t va c’haran̄tésiou : ha mé hé lakai da eur c’hoad, ha loéned ar mésiou hé débrô.
13. Ha mé a emwélô anézhi enn abek da zeisiou Baalim, é péré é tevé ézan̄s, hag é lékéé hé lagadennou-skouarn, hag hé c’helc’hen, hag éz éa war-lerc’h hé c’haran̄tésiou, hag é an̄kounac’héé ac’hanoun, émé ann Aotrou.
14. Râk-sé chétu é hoalinn anézhi, hag é kasinn anézhi enn distrô, hag é komzinn oud hé c’haloun.
15. Ha mé a rôi dézhi hé gwinierien eûz ann hévélep léac’h, ha traon̄ien Ac’hor évid digeri hé géd : hag hî a ganô énô ével é deisiou hé iaouan̄ktiz, hag ével enn deiz é péhini é piñaz eûz a vrô ann Éjipt.
16. Enn deiz-zé, émé ann Aotrou, é c’halvô ac’hanoun va ozac’h, ha n’am galvô mui Baali.
17. Ha mé a dennô hanvou Baalien eûz hé génou, ha n’é dévézô mui a goun eûz hô hanô.
18. Ha mé a lakai da zével enn deiz-zé kévrédigez étré-z-hô ha loéned ar mesiou ; hag evned ann en̄v, ha loéned-stlej ann douar : ar wareg, ar c’hlézé, hag ar brézel a vrévinn diwar ann douar : hag é likiinn anézhô da c’hourvéza héb aoun.
19. Ha mé az kémérô da bried d’in da-vikenn : ha mé az kémérô da bried d’in gan̄t reizded, ha gan̄t barn, ha gan̄t truez, ha gan̄t trugarézou.
20. Ha mé az kémérô da bried d’in gan̄t féalded : ha té a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.
21. Hag enn deiz-zé é sélaouinn, émé ann Aotrou, é sélaouinn oud ann én̄vou, hag hî a zélaouô oud ann douar.
22. Hag ann douar a zélaouô oud ann éd, hag oud ar gwîn, hag oud ann éôl, hag ar ré-man̄ a zélaouô out Jezrahel.
23. Ha mé hé lakai da ziwana eûz ann douar évid-oun, hag em bézô truez oud ann hini a zô bét didruez.
24. Ha mé a lavarô d’ann hini ha na oa két va fobl : Va fobl oud : hag hén̄ a lavarô : Va Doué oud.
1. Neûzé ann Aotrou a lavaraz d’in : Kéa adarré, ha kâr eur c’hrég karet gan̄d eur miñoun hag hî avoultr, ével ma kâr ann Aotrou bugalé Israel, pa zellon̄t-hî oud douéed a-ziavéaz, hag é karon̄t gwaskadur ar gwîn. <bnowiki/>
2. Ha mé hé frénaz évid-oun gan̄t pemzék péz ac’han̄t, hag eur c’horus heiz, hag eunn han̄ter-gorus heiz.
3. Hag é liviriz d’ézhi : Va gortozi a rî a-zoug kalz deisiou ; n’en em rôi két d’ar c’hadélez, na da eunn ozac’h all : ha mé az gortozô ivé :
4. Râg a-héd kalz deisiou é choumô bugalé Israel hép roué, hag hép prin̄s, hag hép sakrifiz, hag héb aoter, hag héb éfod, hag hép térafim.
5. Ha goudé-zé é tistrôi bugalé Israel, hag e klaskin̄t ann Aotrou hô Doué, ha David hô roué : hag hî a zoujô ann Aotrou hag hé vâd-obériou enn deisiou divéza.
1. Sélaouit gér ann Aotrou, bugalé Israel, râg ann Aotrou a ia da varna tûd ann douar : râk n’eûz két a wirionez, n’eûz két a drugarez, n’eûz két a wiziégez Doué war ann douar-zé.
2. Ann touadellou, ar gevier, al lazérez, al laéron̄si, hag ann avoultriez a zô dic’hlannet, hag ar goad en deûz tizet ar goad.
3. Rak-sé é vézô g1ac’haret ann douar-zé, ha kémen̄d a choum enn-han̄ a vézô gwanet, ha léoned ar mesiou, kerkoulz hag evned ann én̄v : pesked ar môr ivé a vézô kéflusket.
4. Koulskoudé na varnô két pép-hini, ha dén na damallô : râk da bobl a zô ével ar ré a éneb oud ar véleien.
5. Râk-sé é kouézi hiriô, hag ar profed a gouézô ivé gan-éz : lékéat em eûz da vamm da dével enn nôz.
6. Va fobl a davô, ô véza n’en deûz két bét a wiziégez : dré ma éc’h eûz distolet ar wiziégez, é tistolinn ac’hanod, évit na vézi két da vélek d’in : ével ma éc’h eûz an̄kounac’héet lézen da Zoué, é an̄kounac’hainn ivé da vugalé.
7. Ével m’hô deûz péc’het em énep, dré ma in̄t deûet da baotta, é trôinn hô gloar é mézégez.
8. Péc’héjou va fobl a zebrin̄t, hag é ken̄dalc’hin̄t hô énéou enn hô fallagriez.
9. Ével d’ar bobl é vézô d’ar bélek : hag é emwélinn anézhan̄ hervez hé hen̄chou, hag hé vénosiou a zistolinn d’ézhan̄.
10. Dibri a rain̄t, ha na vézin̄t két gwalc’het : d’ar c’hadélez in̄t en em rôet ; ha n’hô deûz két éhanet : ô véza ma hô deûz dilézet ann Aotrou, ha n’hô deûz két miret hé lézen.
11. Ar c’hadélez, ar gwîn, hag ar vézven̄ti a laka da golla ar c’haloun.
12. Va fobl en deûz goulennet kuzul digan̄d hé goat, hag hé vâz é deûz diouganet d’ézhan̄ : râg ar spéred a c’hadélez en deûz hô zouellet ; hag hî a zô en em zaotret ô pellaad diouc’h hô Doué.
13. War lein ar ménésiou é réan̄t sakrifisou, ha war ar c’hrec’hiennou é teven̄t ézan̄s : dindân ann derô hag hag élô, hag ar gwéz sapr, ô véza ma oa mâd hô skeud : râk-sé hô merc’hed en em rôi d’al loustoniou hag hô kragez d’ann avoultriez.
14. Na emwélinn két war hô merc’hed pa en em rôin̄t d’al loustoniou, na war hô kragez pa en em rôin̄t d’ann avoultriez : râg ar ré-zé hô-unan a heûḻ ar merc’hed fall, hag a râ sakrifisou gan̄t tud laosk ; hag ar bobl diskian̄t a vézô gwanet.
15. Ma en em roez d’ar c’hadélez, té Israel, da-vihana na béc’hét két Juda : n’az ît két da C’halgala, ha na biñit két da Vétaven : ha na livirit két enn eur doui : Béô eo ann Aotrou.
16. Râk distrôet eo Israel ével eunn ounner a gâr saḻa ; neûzé ann Aotrou hô faskô, ével eunn oan enn éc’honder
17. Éfraim en deûz kéméret hé idolou évid hé lôd : dilez-hén̄.
18. Rannet eo hô banvez, d’ar c’hadélez in̄t en em rôet : hé warézerien a zô dâ gan̄t-hô hé vézékaat.
19. Ann avel hé éréô war hé ziou-askel, hag hî a vézô mézékéet enn abek d’hô sakrifisou.
l. Sélaouit ann dra-man̄, béleien ; likit évez, tî Israel ; ha rôit skouarn, tî ar roué : râg éma ar varn war-n-hoc’h, ô véza ma oc’h deûet da lindâg er wéré, ha da roued lédet war ann Tabor.
2. Ann hostivou hoc’h eûz distrôet enn dounder : ha mé em eûz hô tamallet eûz a gémen̄t-sé holl.
3. Mé a anavez Éfraim, hag Israel né két kuzet ouz-in : pénaoz bréma en em rô Éfraim d’ar c’hadélez, hag eo en em zaotret Israel.
4. Na rôin̄t két hô ménosiou da zistrei oud hô Doué, ô véza ma éma ar spéred a c’hadélez enn hô c’hreiz, ha na anavézon̄t két ann Aotrou.
5. Ha balc’hder Israel en em ziskouez war hé zremm ; hag Israel hag Éfraim a gouézô enn hô fallagriez, ha Juda ivé a gouézô gan̄t-hô .
6. Gan̄d hô dén̄ved, ha gan̄d hô éjenned éz ain̄t da glaskout ann Aotrou, ha n’her c’havin̄t két : en em dennet eo diout-hô.
7. Lézen ann Aotrou hô deûz torret, ô véza ma hô deûz ganet mipien a-ziavéaz : abenn eur miz ac’hann é vézin̄t dispennet gan̄t kémen̄t a zô d’ézhô .
8. Sounit gan̄d ar c’horn é Gabsa, ha gan̄d ar c’horn-boud é Rama : iouc’hit é Bétaven, ha war da lerc’h, Benjamin.
9. Éfraim a vézô glac’haret é deiz hé gastiz : é breûriézou Israel em eûz diskouézet va gwirionez.
10. Prin̄sed Juda a zô deûet ével ar ré a loc’h ann harzou : skuḻa a rinn war-n-ézhô va buanégez ével dour.
11. Tamallou é-gaou a c’houzan̄vô Éfraim ; gan̄d ar varn é vézô man̄tret ; ô véza ma en deûz déraouet heûlia al lousdoni.
12. Râk-sé ounn ével eunn tartouz évid Éfraim, hag ével breinadurez évit tî Juda.
13. Hag Éfraim a wélaz hé zinerzded, ha Juda hé chaden : hag Éfraim a iéaz étrézég Assur, hag a gasaz da gavout eur roué évid hé warézi : hôgen hén̄ na hellô két hô iac’haat, na terri hô chaden.
14. Râk mé a vézô ével eul léonez évid Éfraim, hag ével eul léonik évit tî Juda : mé, mé a grogô enn-han̄, hag a iélô kuît : hé gâs a rinn gan-én̄, ha dén n’hé skrapô diouz-in.
15. Mé a iélô hag a zistrôi d’am léac’h : kén na zeûot da fallaat, ha da glaskout va dremm.
1. Enn hô en̄krez é savin̄t min̄tin-mâd étrézég enn-oun : Deûit, ha distrôomp oud ann Aotrou :
2. Râg hén̄ eo en deûz kroget enn-omp, hag é tieûbô ac’hanomp ; hén̄ eo en deûz skôet gan-é-omp, hag a iac’hai ac’hanomp.
3. Ar vuez a rôi d’é-omp a-benn daou zervez ; hag enn trédé deiz hol lakai da zével, hag é vévimp dira-z-han̄. Neûzé hor bézô ar wiziégez, hag éc’h heûḻimp ann Aotrou évid hé anaout. Hé zonédigez a zô aozet ével ar goulou-deiz, hag hén̄ a zeûi war-n-omp ével ar glaô abréd hag ar glaô divézad a gouéz war ann douar.
4. Pétrâ a rinn-mé d’id, Éfraim ? Pétrâ a rinn-mé d’id, Juda ? Hô trugarez a zô ével koabr ar min̄tin, hag ével ar glîz a drémen gan̄d ar min̄tin.
5. Râk-sé em eûz hô fustet gan̄t va froféded, hag em eûz hô lazet gan̄t geriou va génou : da varnédigézou a vézô ker skléar hag ar goulou.
6. Râg gwell eo gan-én̄ ann drugarez égéd ann azeûlidigez ; ha gwiziégez Doué, égéd ar sakrifisou-losk.
7. Hôgen ar ré-zé ével Adam hô deûz torret ar gévrédigez, hag a zô bét énô disléal em c’hén̄ver.
8. Eur géar ôberourien idolou eo Galaad ; saotret eo gan̄d ar goâd.
9. Hag ével ma aoz al laéroun spiou war hen̄t Sichem évit laza ar ré a drémen, ével-sé en em stroll ar véleien : râg gwallou na réon̄t kén.
10. É tî Israel em eûz gwélet eunn dra argarzuz : énô éma gadélez Éfraim, ha saotr Israel.
11. Ha té ivé, Juda, laka ar médérez évid-od, kén na likiinn va fobl da zistrei diouc’h ar sklavérez.
1. Pa fellé d’in iac’haad Israel, eo en em ziskouézet fallagriez Éfraim, ha drougiez Samaria, gan̄d hô ôberiou gaou : hag al laer en deûz gwastet enn diabarz, hag ar preizer enn diavéaz.
2. Ha na lavaren̄t két enn hô c’halounou pénaoz é teû koun d’in eûz hô holl zrougiez : râk bréma hô gwall ôberiou a zô war hô zrô : dirâk va dremm in̄t gréat.
3. Laouénéet hô deûz ar roué gan̄d hô drougiez, hag ar brin̄sed gan̄d hô gevier.
4. Avoultrerien in̄t holl, ével eur fourn tommet gan̄d ar fournier : éhanet eo kéar eunn nébeut abaoé ma eo bét kemmesket ar gôell, bété ma eo savet ann toaz holl.
5. É deiz hor roué, ar brin̄sed a zeûaz da ziboella gan̄d ar gwîn : hén̄ a astennaz hé zourn d’hé zûd direiz.
6. Hî a rôaz hé c’haloun d’ézhan̄ ével eur fourn, pa aozé spiou d’ézhô : ar fournier en deûz kousket héd ann nôz, hag hén̄ hé-unan diouc’h ar min̄tin zô bét losket ével eur flamm dân.
7. Tommet in̄t bét holl ével eur fourn, hag hô deûz devet hô barnerien : hô rouéed holl a zô kouézet : hag hini anézhô n’en deûz garmet étrézég enn-oun.
8. Éfraim hé-unan a zô en em gemmesket gan̄t ar brôadou : Éfraim a zô deûet ével eur bara poazet dindân al ludu, ha né két bét trôet.
9. Ann diavésidi hô deûz loun̄ket hé ners, hag hen̄ n’en deûz két hé wézet : gwenn eo deûet hé vléô, hag hén̄ n’en deûz két hé wézet.
10. Ha balc’hder Israel a vézô vuéléet dirâg hé zaoulagad : hag hî na zistrôin̄t két oud ann Aotrou hô Doué, ha na glaskin̄t két anézhan̄ é kémen̄t-sé holl.
11. Éfraim a zô hén̄vel oud eur goulm diboell ha digaloun : ann Éjipt hô deûz galvet, étrezég ann Assiried in̄t éat.
12. Pa vézin̄t éat enn hen̄t, é lédinn va rouéjou war-n-ézhô : hô zenna a rinn ével evned ann én̄v ; hô c’hastiza a rinn hervez ma hô deûz hé glévet enn hô strolladou.
13. Gwâ hî, ô véza ma in̄t en em dennet diouz-in : gwastet é vézin̄t, ô véza ma hô deûz torret va lézen. Hô dasprénet em eûz, hag hî hô deûz lavaret gévier diwar va fenn.
14. N’hô deûz két garmet enn hô c’haloun étrézég enn-oun, hôgen iouc’het hô deûz enn hô gwéléou ; war ann éd ha war ar gwîn hô deûz lékéat hô mennoz, hag hî a zô en em dennet diouz-in.,
15. Pa em eûz ho c’hastizet, ha pa em eûz krévéet hô divrec’h, hô deûz mennet drouk diwar va fenn.
16. Distrôet in̄t évit béza dic’héô ; deûet in̄t ével eur warek touelluz ; hô frin̄sed a gouézô dindân ar c’hlézé, enn abek da ziboell hô zéôd. Goab a vézô gréat anézhô é brô ann Éjipt.
1. Kémer eur c’horn-boud enn da c’hénou ével eunn érer war dî ann Aotrou, ô véza ma hô deûz torret va c’hévrédigez, ha ma hô deûz dilézet va lézen.
2. Israel a c’halvô ac’hanoun, ô lavarout : Va Doué, da anaout a réomp.
3. Israel en deûz distolet ar mâd, ann énébour a heskinô anézhan̄.
4. Dré-z-hô hô-unan hô deûz rénet, ha nann dré-z-oun-mé : prin̄sed in̄t bét, ha n’em eûz két hé wézet : gan̄d hô arc’han̄t ha gan̄d hô aour hô deûz gréat idolou évit-hô ; ha sé en deûz hô c’hollet.
5. Diskaret eo da leûé, Samaria : savet eo va frouden enn ho énep : bété pégeit na hellin̄t két en em c’hlana ?
6. Eûz a Israel hé-unan é teû : eur méchérour eo en deûz hé c’hréat, ha né két Doué ; neûzé leûé Samaria a zeûi ével eur gwiad kefnid.
7. Râg avel hô deûz hadet, hag arné é médin̄t : na choumô két eur gorsen éd enn hé zâ : ann damoézen na rôi két a vleûd ; pé ma rô, é vézô loun̄ket gan̄d ann diavésidi.
8. Loun̄ket eo Israel : bréma eo deûet é-touez ar brôadou ével eul léstr loudour.
9. Râg hî a zô piñet étrézég Assur, azen gouéz a labour évit-han̄ hé-unan : Éfraim en deûz gôpréet hé garan̄tésiou.
10. Hôgen goudé ma hô dévézô gôpréet ar brôadou, neûzé é strollinn anézhô : hag hi a éhanô eunn nébeût da gaout béac’h ar roué hag ar brin̄sed.
11. O véza ma en deûz Éfraim paottet ann aotériou évit péc’hi, eo bét gréat d’ézhan̄ aotériou évid ar gwall.
12. Skrivet em eûz évit-hô eul lôd brâz eûz va lézennou, péré hô deûz sellet ével pa né ven̄t két bét évit-hô.
13 Rôou a gennigin̄t d’in, hostivou a lazin̄t évid-oun, hag é tebrin̄t ar c’hîg anézhô, hag ann Aotrou n’hô digémérô két : neûzé en dévézô koun eûz hô fallagriez, hag é emwélô ho féc’héjou : hi a zistrôi d’ann Éjipt.
14. Hag Israel en deûz an̄kounac’héet hé grouer, hag en deûz savet templou ; ha Juda en deûz savet kalz kériou kré ; hôgen mé a gasô tân war hé gériou, hag a zévô hé diez kaer.
1. Israel, n’en em laouéna két, na drîd két ével ar boblou all, ô véza ma oud en em dennet diouc’h da Zoué ; ha ma éc’h eûz gédet gôbr war ann holl leûriou éd.
2. Al leûr hag ar waskel na vagô két anézhô, hag ar gwîn a douello anézhô.
3. Na choumin̄t két é douar ann Aotrou. Éfraim a zistrôi enn Éjipt, hag enn Assiria é tebrô traou saotret.
4. Na gennigin̄t két ar gwîn d’ann Aotrou, ha na vézin̄t két hétuz d’éz-han̄ : hô sakrifisou a vézô ével bara ar wélerien : kémen̄d hini a zébrô anézhan̄ a vézô saotret : râg hô bara évid hô buez, n’az ai két é tî ann Aotrou.
5. Pétrâ a réot-hu é deiz al lîd, é deiz gouél ann Aotrou ?
6. Râk chétu é tec’hon̄t diouc’h ar gwastérez : ann Éjipt hô strollô, Memfiz hô bésiô : al linad a zavô war hô arc’han̄t a garon̄t dreist-holl, ar zérégen a greskô enn hô zellou.
7. Deisiou ann emwél a zô deûet, deûet eo deisiou ann distol : gwéz, Israel, pénaoz eo foll ar broféded ; ha diskian̄t ann dûd spérédek, enn abek d’al lôd brâz eûz da fallagriezou ; hag eûz da follen̄tésiou paot.
8. Da évésiad é tlié béza Éfraim évit va Doué : ar profed a zô deûet da eul lindâg a wastérez war hé holl hen̄chou, ha da follen̄tez é ti hé Zoué.
9. Gan̄d dounder hô deûz péc’het, ével é deisiou Gabaa : Doué en dévézô koun eûz hô fallagriez, hag a emwélô hô féc’héjou.
10. Ével bôdou-rézin enn distrô em eûz kavet Israel : ével ar c’hen̄ta frouez eûz a vâr ar wézen-fiez, em eûz gwélet hô zadou, : hôgen hî a zô éat da gaout Béelfégor, hag a zô pelléet diouz-in enn eunn doaré mézuz ; hag hî a zô deûet da véza argarzuz, ével ar péz hô deûz karet.
11. Gloar Éfraim a zô éat war-nich ével eunn evn, adaleg ar ganédigez, hag adalek kôv ar vamm, hag adaleg ann en̄géhen̄tadurez.
12. Ha pa zeûjen̄t da vaga hô bugalé, é likiinn anézhô divugalé e-touez ann dûd : hôgen gwâ hî pa vézinn en em dennet diout-hô.
13. Éfraim, ével em eûz hé wélet, a ioa é doaré Tir diazézet war ar gaerded : hag Éfraim a gasô hé vugalé d’ann hini hô lazô.
14. Rô d’ézhô, Aotrou. Pétrâ a rôi d’ézhô ? Rô d’ézhô eur c’hôv divugalé, ha bronnou hesk.
15. Hô holl zrougiez a zô é Galgal ; râg énô eo é kasaiz anézhô : enn abek da zrougiez hô ôberiou, é kasinn anézhô er-méaz eûz va zî : n’hô c’harinn mui pelloc’h ; hô holl brin̄sed a zô pelléet diouz-in.
16. Éfraim a zô bét skôet, hô grisien a zô gwévet : n’hô dévézô mui a frouez. Ma hô deûz bugalé, é lazinn ar ré garéta anézhô.
17. Va Doué a zistolô anézhô, ô véza n’hô deûz két hé zélaouet : hag hî a vézô kan̄tréerien é-touez ar brôadou.
1. Eur winien varrek é oa Israel, kalz a frouez en doa ivé : hervez al lôd brâz eûz hé frouez en deûz paottet hé aoteriou, hervez ann druzôni eûz hé zouar, en deûz muiet hé idolou.
2. En em rannet eo hô c’haloun, bréma é vézin̄t dispennet : hén̄ a vrévô hô idolou, hag a ziskarô hô aoteriou.
3. Râk neûzé é livirin̄t : N’hon eûz két a roué, ô véza na zoujomp két ann Aotrou : ha pétrâ a rajé eur roué évid-omp ?
4. Komzit eûz ar gwélédigésiou gaou ; grît kévrédigez : ar varn a darzô ével al louzou c’houerô war irvi ar parkou.
5. Tud Samaria hô deûz azeûlet bioc’h Bétaven : râg hé bobl en deûz gwélet diwar hé fenn, hag ar véleien a viré hé zî, a ioa en em laouénéet eûz hé gloar, pa eo bét kaset diout-hô.
6. Hi ivé a zô bét dizouget enn Assiria, ha rôet d’ar roué ven̄jer : Éfraim a vézô gôlôet a véz, hag Israel a rusiô eûz hé wall ioulou.
7. Samaria é deûz lékéat hé roué da dréménout, ével ann éon war c’horré ann dour.
8. Lec’hiou-uc’hel ann idol, péc’hed Israel a vézô dispennet : ar zérégen hag ann askol a greskô war hô aoteriou : ha hî a lavarô d’ar ménésiou : Gôlôit ac’hanomp ; ha d’ann traon̄iennou : Kouézit war-n-omp.
9. Abaoé deisiou Gabaa en deûz péc’het Israel : énô é arzaôchon̄t ; hôgen ar brézel hô deûz bét é Gabaa out mipien ar fallagriez, na dizô két anézhô.
10. Hô c’hastiza a rinn hervez va ioul : évit kastiza hô diou fallagriez, en em strollô ar bobl enn hô énep.
11. Éfraim a zô eunn ounner zesket a gâr dourna ed ; hôgen mé a lakai eur geô war hé chouk kaer : piña a rinn war Éfraim, Juda a arô, ha Jakob a ogédô hé irvi.
12. Hadit évid-hoc’h er reizded, ha médit enn drugarez ; difraostit hô touar : râg éma ann amzer da glask ann Aotrou, pa zeûi da zeski d’é-hoc’h ar reizded.
13. Aret hoc’h eûz ann drougiez, hag hoc’h eûz médet ar fallagriez ; frouez ar gevier hoc’h eûz débret ; ô véza ma éc’h eûz lékéat da fisian̄s enn da hen̄chou, hag enn niver brâz eûz da vrézélidi.
14. Sével a rai kéflusk é-touez da bobl ; ha da holl geriou kré a vézô dispennet, ével ma oé dispennet Salmana er brézel a réaz d’ézhan̄ ann hini a ziskaraz aoter Baal ; hag ar vamm a vézô flastret war hé bugalé.
15. Ével-sé en deûz gréat Bétel d’é-hoc’h, enn abek d’hô kwall fallagriézou.
1. Ével ma trémen ar min̄tin, eo tréménet roué Israel. Pa n’oa Israel néméd eur bugel, em eûz hé garet ; hag em eûz galvet va mâb eûz ann Éjipt.
2. Pa c’halven̄t anézhô, éz éan̄t kuît a zira-z-hô : viktimou a lazen̄t da Vaalim, sakrifisou a réan̄t d’ann idolou.
3. Ha mé a oa ével tâd-mager Éfraim, hag é tougenn anézhô étré va divrec’h : hag hî n’hô deûz két gwézet ez oa mé a brédérié anézhô.
4. Hô didennet em eûz gan̄d éréou ann dén, gan̄t chadennou ar garan̄tez : bét ounn évit-hô ével ar géô a lékéat war hô génou : ha rôet em eûz da zibri d’ézhô.
5. Na zistrôi két é brô ann Éjipt ; hôgen Assur a vézô da roué d’ézhan̄, ô véza né két fellet d’ézhô distrei.
6. Ar c’hlézé a gouézô war hé geriou, hag a vévézô hé dûd dilennet, hag a loun̄kô hô fennou-kéar.
7. Ha va fobl a c’hédô ma tistrôinn : hôgen lékéat é vézô war-n-ézhô holl eur géô, ha na vézô tennet gan̄d dén.
8. Pétrâ a rinn-mé évidod, ô Éfraim ; pénaoz é warézinn-mé ac’hanod, ô Israel ? Pénaoz az tilézinn-mé ével Adama, az likiinn-mé ével Séboim ? Trôet eo va c’haloun enn-oun ; kéflusket eo gan̄d ar c’heûz.
9. Na lézinn két va buanégez da ziboella : na drôinn két da golla Éfraim : râk Doué ounn, ha n’ounn két eunn dén : ar san̄t ounn enn da greiz, ha n’az inn két é-kreiz da géar.
10. War-lerc’h ann Aotrou éz ain̄t, hag hén̄ a iudô ével eul léon : ha pa iudo hén̄, é krénô bugalé ar môr.
11. Hag hî a gémerô hô nich eûz ann Éjipt ével eunn evn, hag eûz a vrô ann Assiried ével eur goulm ; ha mé hô lakai enn hô ziez, émé ann Aotrou.
12. Éfraim en deûz va gelc’hiet a c’hevier, ha tî Israel a doullérez : hôgen Juda a zô bét da dést féal da Zoué ha d’hé sen̄t.
1. Éfraim en em vag gan̄d avel, hag a glask ar c’hrouéz : héd and deiz é paott ar gévier hag ann diboell : kévrédigez en deûz gréat gan̄d ann Assiried, hag hé éôl en deûz kaset d’ann Éjipt.
2. Ann Aotrou éta a varnô Juda, hag a emwélô Jakob : hervez hé hen̄chou, hag hervez hé ôberiou é tistolô d’ézhan̄.
3. É kôv hé vamm é trec’haz hé vreûr : hag enn hé ners é c’hourennas oud ann éal.
4. Hag hén̄ a oé tréac’h d’ann éal, hag en em nerzaz : gwéla a réaz hag é pédaz anézhan̄ : é Bétel é kavaz anézhan̄, hag énô é komzaz ouz-omp.
5. Hag ann Aotrou Doué ann arméou a zeûaz da Aotrou d’hé goun.
6. Ha té, distrô oud da Zoué : mîr ann drugarez hag ar varn, ha laka bépréd da c’héd enn da Zoué.
7. Kanaan en deûz enn hé zourn eur valan̄s touelluz : ann drouk-komz a gâr.
8. Hag Éfraim en deûz lavaret : Koulskoudé ounn deûet da véza pinvidik, hag em eûz kavet eunn idol d’in : ha na vézô két kavet em holl ôberiou, na fallagriez na péc’hed.
9. Ha mé eo ann Aotrou, da Zoué, en deûz da dennet eûz a vrô ann Éjipt, hag a lakai ac’hanod adarré enn da ziez, ével enn deisiou lîd.
10. Ha mé em eûz komzet dré ar broféded, hag em eûz paottet ar gwélédigésiou, ha dré c’hénou ar broféded ounn bét hévélébékéet.
11. Pa oa idolou é Galaad, enn-aner é oa é réan̄t sakrifisou da éjenned Galgal : râg hô aoteriou n’int mui néméd é doaré berniou mein war irvi ar parkou.
12. Jakob a zô bét tec’het é brô ar Siria, hag Israel en deûz servichet évid eur c’hrég, hag en deûz meset évid eur c’hrég.
13. Gan̄d eur profed en deûz ann Aotrou tennet Israel eûz ann Éjipt, ha gan̄d eur profed en deûz hé viret.
14. Éfraim gan̄d hé c’houérvdér en deûz didennet va buanégez ; râk-sé hé c’hoad a gouézô war-n-ézhan̄, hag hé Aotrou a zistolô d’ézhan̄ hé vézégez.
1. Pa gomzaz Éfraim, é krogaz ann heûz é Israel ; hag hén̄ a béc’haz gan̄t Baal, hag a varvaz.
2. Ha bréma hô deûz péc’het gwasoc’h : gréat hô deûz gan̄d hô arc’han̄t skeûdennou teûz hén̄vel oud idolou gréat holl gan̄d eur michérour : ha râk-sé hî a lavar : O tûd, c’houi péré a azeûl al leûéou, grît sakrifisou.
3. Râk-sé é vézin̄t ével koabr ar min̄tin, hag ével ar glîz a drémen gan̄d ar min̄tin, hag ével ar poultr a zô c’houézet diwar al leûr gan̄d eur gorven̄ten, hag ével ar môged a zâv diwar ann oaled.
4. Hôgen mé eo ann Aotrou da Zoué, en deûz da dennet eûz a zouar ann Éjipt : na anavézi két Doué all néméd-oun, ha n’eûz salver é-bed néméd-oun.
5. Mé em eûz da anavézet enn distrô, enn eunn douar séac’h-brâz.
6. En em leûniet, en em walc’het hô deûz é-kreiz hô feûrvan : hag hî hô deûz savet hô c’haloun, hag hô deûz va an̄kounac’héet.
7. Hôgen mé a vézô évit-hô ével eul léonez, ével eul léonpard war hen̄t ann Assiria.
8. Hô diarbenna a rinn ével eunn oursez a zô bét skrapet hé oursédigou digan̄t-hi, hag é tiroginn hô bouzellou : hag énô é loun̄kinn anézhô ével eul léon ; ha léoned ar mésiou hô diframmô.
9. Té da-unan, ô Israel, eo da gollidigez : hôgen enn-oun éma da gen-ners.
10. Ma éma da roué ? ra zieûbô bréma ac’hanod enn da holl gériou ; hag ivé da varnérien, diwar-benn péré éc’h eûz lavaret : Rô d’in eur roué, ha prin̄sed ?
ll. Eur roué em eûz rôet d’id em buanégez, hag é laminn anézhan̄ digan-ez em frouden.
12. Éréet eo fallagriez Éfraim, kuzet eo hé béc’hed.
13. Gwen̄trou eur c’hreg é gwilioud a zeûi d’ézhan̄ : mâb diskian̄t eo ; hôgen hén̄ a gouézô ivé gan̄d hé vipien.
14. Eûz a zourn ar marô é tieûbinn anézhô, eûz ar marô é aspréninn anézhô : da varô é vézinn, ô marô ; da groûg é vézinn, ô ifern : kuzet eo ann dizoan ouz va daoulagad.
15. Râg hén̄ a rannô ar breûdeûr étré-z-hô ; ann Aotrou a lakai da zével eûz ann distrô eunn avel lesdikik, a zizéc’hô hé c’houériou, hag a lakai hé feun̄tenniou da hesk. Hag hén̄ a skrapô d’ézhan̄ hé den̄zor, hag hé holl listri talvouduz.
1. Ra vézô dispennet Samaria, ô véza ma é deûz douget hé Doué d’ar c’houervder : ra gouézin̄t dindân ar c’hlézé : ra vézô friket hô bugaligou ; ra vézô faoutet kôv ar gragez brazez.
2. Distrô, Israel, étrézég ann Aotrou da Zoué ; râg gan̄d da fallagriez eo oud kouézet.
3. Kémérit geriou gan-é-hoc’h, ha distrôit étrézég ann Aotrou ; ha livirid d’ézhan̄ : Tenn diouz-omp ann holl fallagriézou, ha digémer hor mâd : ha nî a rôi d’id da leûéou sakrifiz hor muzellou.
4. Assur na zieûbo két ac’hanomp ; na biñimp két war hor c’hézek ; ha na livirimp mui da labour hon daouarn : C’houi eo hon douéed : râg enn-ot-té ann emzivad a gavô trugarez.
5. Iac’haad a rinn hô gouliou, hô c’haroud a rinn a galoun c’houék ; ô véza ma vézô distrôet va frouden diwar-n-ézhô.
6. Ével ar glîz é vézinn é-kén̄ver Israel ; hégina a rai ével al lili ; he c’hrisiou a lédô ével gwéz al Liban.
7. Hé skourrou a greskô, hag hé c’hloar a vézô ével eur wézen-olived, hag ar c’houés anézhan̄ ével ézan̄s al Liban.
8. Ar ré a azézô dindân hé skeûd a vézô trôet : névézi a rain̄t ével ann éd, hégina a rain̄t ével ar winien : ar vrud anézhan̄ a vézô ével hini gwîn al Liban.
9. Éfraim, pétrâ a vézô hivizikenn étré mé hag ann idolou ? Mé a zélaouô out-han̄, mé hé lakai da greski ével eur wézen-sapr glâz : enn-oun é kavi da frouez.
10. Piou a zô fûr hag a boell kémen̄t-man̄ ? Piou a zô poellek hag a oar anézhô ? Râg éeun eo hen̄chou ann Aotrou, hag ann dûd reiz a valéô enn-hô ; hôgen ar ré fallagr a gouézô enn-hô.