Bibl/Levr ar Profed Ézékiel

troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 148-208)



LEVR


AR PROFED ÉZÉKIEL.


————


I. PENNAD


Gwélédigez gen̄ta Ézékiél.


1. C’hoarvézoud a réaz enn trégon̄tved bloaz, er pévaré mîz, er pempved deiz eûz ar mîz, pénaoz, pa édoun é-touez ar sklaved é-tâl ster C’hobar, é tigoraz ann én̄vou, hag é wéliz gwéledigésiou Doué.

2. Er pempved deiz eûz ar mîz, hen-nez eo ar pempved bloaz eûz a zizougadur ar roué Joac’him,

3. É teûaz gér ann Aotrou da Ezékiel ar bélek, mâb Euzi, é brô ar C’haldéed, é-tâl ster C’hobar : hag énô dourn ann Aotrou a zeûaz war-n-ézhan̄.

4. Ha mé a arvestaz, ha chétu eur gorven̄ten avel a zeûé eûz ann han̄ter-nôz ; hag eur goabren vrâz hag eunn tân war hé zrô, hag eur skéd trô-war-drô : hag eûz hé greiz, da lavaroud eo eûz a greiz ann tân, é doaré goularz :

5. Hag enn hé greiz éz oa hévélédigez pévar anéval : ha chétu hô doaré : oud eunn dén é oan̄t hén̄vel.

6. Pép-hini anézhô en dôa péder dremm ha péder askel.

7. Hô zreid a oa éeun, ha kaloun hô zreid ével kaloun treid eul leûé, hag hî a stérédenné ével ann arem al luc’husa.

8. Daouarn dén a ioa dindân hô diou-askel er pévar zu ; hag hî hô dôa pép-hini péder dremm ha péder askel.

9. Diou-askel ann eil a oa frammet oud diou-askel égilé. Na zistroen̄t ket pa gerzen̄t ; hôgen pép-hini anézhô a iéa râg-énep dira-z-han̄.

10. Hôgen chétu hô doaré : dremm eunn dén ha dremm eul léon hô doa hô févar enn tu déou ; dremm eunn éjenn hô févar enn tû kleiz, ha dremm eunn er hô févar a-ziouc’h.

11. Hô dremmou hag hô diou-askel en em astenné a-ziouc’h ; diou eûz hô askellou en em unané ann eil gan̄d ébén, hag ann diou all a c’hôlôé hô c’horfou.

12. Pép-hini anézhô a gerzé râg-éeun d’ézhan̄ ; mon̄d a réan̄t el léac’h ma hô c’hasé herr ar spéred ; ha na zistrôen̄t két pa gerzen̄t.

13. Hag ann anévaled a ioa diouc’h hô doaré ével glaou béô, hag ével kleûzeûriou. Béz’ é wéled é-kreiz ann anévaled ô rédek flammou tân, ha luc’hed ô ton̄d er-méaz eûz ann tân.

14. Hag ann anévaled a iéa hag a zeûé, é doaré al luc’hed a lugern.

15. Pa zellenn oud ar pevar anéval, é wéliz eur rôd war ann douar enn hô c’hichen, péhini é dôa péder dremm.

16. Ar gwél eûz ar rôdou, hag hô labour, a oa hen̄vel oud ar môr : hén̄vel é oan̄t hô féder ann eil oud ébén ; hag ar gwél hag al labour anézhô, ével pa vijé eur rôd é-kreiz eur rôd.

17. Hô févar rann a iéa kévret, ha na zistrôen̄t két pa gerzen̄t.

18. Ar ven̄t hag ann uc’helder eûz ar rôdou a oa heûzuz da wélout ; hag ann holl gorf anézhô hô féder a oa leûn a lagadou trô-war-drô.

19. Ha pa gerzé ann anévaled, é kerzé ivé ar rôdou enn hô c’heñver ; ha pa zavé ann anévaled diouc’h ann douar, é savé ivé ar rôdou kévret.

20. É pé léac’h-bennâg m’az éa ar spéred, ha ma zavé ar spéred, é savé ivé ar rôdou, oc’h hé heûlia : râg ar spéred a vuez a oa er rôdou.

21. P’az éan̄t éz éan̄t, ha pa arzaôen̄t é arzaôen̄t ; ha pa zaven̄t diouc’h ann douar, é savé ivé ar rôdou kévret, oc’h hô heûlia : rag ar spéred a vuez a oa er rôdou.

22. A-ziouc’h pennou ann anévaled éz oa eunn ebr, é doaré strin̄k heûzuz, hag en em astenné a-ziouc’h d’hô fennou.

23. Dindân ann ebr-zé éz oa éeun hô askellou, ann eil-ré dirak ré égilé ; unan anézhô a guzé hé gorf gan̄d diou eûz hé askellou, hag égile hé guzé enn hévélep doaré.

24. Ha mé a glevé trouz hô askellou, ével trouz douréier brâz, ével mouéz Doué diwar-laez : pa gerzen̄t é oa ével trouz eul lôd brâz a dûd, ével trouz eunn armé ; ha pa arzaôen̄t, é laosken̄t hô askellou.

2$. Rak pa zeûé eur vouéz eûz ann ebr, a ioa a-ziouc’h d’hô fenn, é arzaôen̄t hag é laosken̄t hô askellou.

26. Ha war ann ebr-zé, a ioa a-ziouc’h d’hô fenn, éz oa ével doaré eunn trôn héñvel oud eur méan safir, ha war ann trôn ével doaré eunn dén azézet war-n-ézhan̄.

27. Ha mé a wélaz ével doaré goularz, hag ével tân, enn diabarz hag enn-drô d’ézhan̄ : adaleg hé zigroazel hag uc’héloc’h, hag adaleg hé zigroazel hag izeloc’h, é wéliz ével doaré eunn tân a luc’hé trô-war-drô.

28. Ével ar wareg a wéleur er c’hoabr enn eunn deiz glavek ; ével-sé é oa ar goulou a luc’hé trô-war-drô.


————


II. PENNAD


Ann Aotrou a lavar da Ézékiel komza héb aoun.


1. Houn-nez eo ar wélédigez em boé eûz a zoaré gloar ann Aotrou : ha pa hé gwéliz, é kouéziz war va génou, hag é kléviz eur vouéz a gomzé ouz-in, hag a lavaraz d’in : Mâp dén, sâv war da dreid, hag é komzinn ouz-id.

2. Hag ar spéred goudé béza komzet ouz-in a iéaz enn-oun̄, hag a zavaz ac’hanoun war va zreid : hag é kléviz anézhan̄ ô komza ouz-in,

3. Hag ô lavaroud d’in : Mâb dén, mé az kâs étrézé bugalé Israel, eur vrôad argiluz, a zô en em dennet diouz-in : hî hag hô zadou hô deûz torret bétég ann deiz-man̄, ar gévrédigez em bôa gréat gan̄t-hô.

4. Bugalé a benn kalet, hag a galoun dizon̄vuz eo ar ré étrézé péré az kasann ; lavar d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué,

5. Évit gwélout hag hi a zélaouô hag a éhanô ; râg eunn ti héguz eo : ha ma wézin̄t pénaoz éz eûz eur profed enn hô zouez.

6. Hôgen té, mâb dén, n’az péz két a aoun ra-z-hô, ha na spoun̄t két râg hô lavariou : râg ar ré gan̄t pére émoud, a zô tûd diskrédik, ha dispac’herien ; gan̄t kruged é choumez : N’az péz két a aoun râg hô gériou, ha na spoun̄t két râg hô zremmou râg eunn ti héguz eo.

7. Va gériou a liviri éta d’ézhô, évit gwélout hag hi a zélaouô hag a éhanô ; râk tûd héguz in̄t.

8. Hôgen té, mâb dén, sélaou kémen̄d a livirinn d’id, ha na véz két héguz, ével ma eo héguz ann tî-zé : digor da c’hénou ha debr kémen̄d a rôann d’id.

9. Ha mé a arvestaz, ha chétu eunn dourn a oé kaset étrézég enn-oun, é péhini édo eul levr rodellet ; hag hen̄ a zirodellaz anézhan̄ dira-z-oun ; lizérennou a ioa enn diabarz hag enn diavéaz ; skrivet é oa war-n-ézhan̄ keinvanou, ha kanaouennou, ha mallosiou.


————

III. PENNAD


Ézékiel a wél a-névez gloar ann Aotrou.


1. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Mâb dén, debr kémen̄d a gavi : debr al levr-zé ha kéa da gomza out bugalé Israel.

2. Ha mé a zigoraz va génou, hag hen̄ a lékeaz ac’hanoun da zibri al levr-zé.

3. Hag hen̄ a lavaraz d’in : Mâb dén, da gôv a zébrô, ha da vouzellou a vezô leûniet gan̄d al levr a rôann d’id. Ha mé hé zébraz ; hag hén̄ a zeûaz em génou c’houék ével ar mél.

4. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Mab dén, kéa étrézé tî Israel, ha rô da anaout va gériou d’ézhô.

5. Râk né két oud eur bobl a zô diez hé lavar, ha dianaf hé iez, az kasann ; hôgen out tî Israel.

6. N’az kasann két étrezé kalz poblou, a zô diez hô lavar, ha dianaf hô iéz, a béré na helfez két klévout al lavariou. Ha pa gasfenn ac’hanod étrézé tûd enn doaré-zé, é sélaoufen̄t ac’hanod.

7. Hôgen ar ré eûz a dî Israel na fell két d’ézhô da zélaoui, ô véza na fell két d’ézho va zélaoui : râg holl di Israel a zô garô a dâl ha kalet a galoun.

8. Chétu em eûz lékéat da zremm da véza startoc’h égéd hô dremm, ha da dâl kalétoc’h égéd hô zâl.

9. Ével ann diaman̄t hag ével ar bili em eûz lékéat da dâl da véza ; n’az péz két a aoun ra-z-hô, na spoun̄t két dirâg hô dremm ; ô véza ma eo eunn ti héguz.

10. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Mâb dén, laka enn da galoun ann holl c’hériou a lavarann d’id, ha sélaou anézhô gan̄d da ziskouarn.

11. Kéa da gavout tûd ann dizougadur, bugalé da bobl ; komz out-hô, ha lavar d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué. Martézé é sélaouin̄t hag éc’h éhanin̄t.

12. Hag ar spéred a grogaz enn-oun, hag é kléviz adré d’in ar vouéz-man̄ gan̄d eunn trouz brâz : Benniget ra vézô gloar ann Aotrou eûz hé léac’h.

13. Hag é kléviz ivé trouz ann anévaled a skôé hô askellou ann eil oud ébén, ha trouz ar rôdou a iéa war-lerc’h ann anévaled, ha trouz eur c’héflusk brâz.

14. Ar spéred a zavaz ivé ac’hanoun, hag am c’hasaz gan̄t-han̄ ; ha mé a iéaz, va spéred leûn a c’houervder hag a vuanégez ; hôgen dourn ann Aotrou a oa gan-én̄, hag a grévéé ac’hanoun.

15. Ha mé a zeûaz el léac’h ma édô ar sklaved, é-tâl eur bern éd névez-trouc’het, étrézeg ar ré a choumé war aod ster C’hobar ; hag éc’h azéziz el léac’h ma oan̄t azézet ; hag é choumiz énô enn eur geinvani a-héd seiz dervez.

16. Hôgen pa oé tréménet ar seiz dervez, é teûaz gér ann Aotrou étrézég enn-oun, hag é lavaraz :

17. Mâb dén, da rôet em eûz da évésiad war di Israel : ar gér a glévi eûz va génou, hag hé rôi da anaout d’ézhô eûz va fers.

18. Pa livirinn d’ann dén fallagr : Mervel, mervel a rî ; ma n’her roez két da anaout d’ézhan̄, ma na gomzez két out-han̄ évit ma tistrôi eûz hé wall hen̄t, ha mar bév ; ann dén fallagr-zé a varvô enn hé fallagriez ; hôgen hé c’hoad a c’houlenninn digan̄d da zourn.

19. Hôgen ma éc’h eûz rôet da anaout va gér d’ann dén fallagr, ha ma na zistrô két eûz hé fallagriez, hag eûz hé wall hen̄t ; hén̄ a varvô enn hé fallagriez ; hôgen té ez pézô dieûbet da éné.

20. Mar tistrô eunn dén reiz eûz hé reizded, ha mar grâ fallagriez ; é likiinn eur méan-fazi dira-z-han̄ ; hag hen̄ a varvô, ô vésa n’éc’h eûz két rôet da anaout d’ézhan̄ va gér ; enn hé béc’hed é varvô, ha na vézô mui a én̄vor eûz ann traou reiz en dévézô gréat ; hôgen hé c’hoad a c’houlenninn digan̄d da zourn.

21. Hôgen mar rôez da anaout d’ann dén reiz pénaoz na dlé két péc’hi, ha ma na béc’h két-hen̄ ; hén̄ a vévô, ô véza ma éz pézô hé aliet ; ha té ez pézô dieûbet da éné.

22. Ha dourn ann Aotrou a zavaz war-n-oun, hag hén̄ a lavaraz d’in : Saô, ha kéa er mésiou, hag énô é komzinn ouz-id.

23. Ha mé a zavaz, hag a iéaz er mésiou, ha chétu gloar ann Aotrou a zavaz enô, ével ar c’hloar a wéliz é-tâl ster C’hobar ; ha mé a gouézaz war va génou.

24. Hag ar spéred a zeûaz enn-oun, hag a zavaz ac’hanoun war va zreid ; hag hén̄ a gomzaz ouz-in, hag a lavaraz d’in : Kéa, hag en em zerr enn da dî.

25. Ha té, mâb dén, chétu chadennou a zô aozet évid-od, hag hî as éréô gan̄t-hô  ; ha na helli két en em denna diout-hô.

26. Ha mé a lakai da zéôd da staga oud da staon̄ ; hag é teûi da véza mûd, ével eunn dén ha na damall hini ; ô véza ma eo eunn ti héguz.

27. Hôgen p’am bézô komzet ouz-id, é tigorinn da c’hénou, hag é liviri d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Néb a zélaou, selaouet ; ha néb a éhan, éhanet ; ô véza ma eo eunn ti héguz.


————


IV. PENNAD


Ar profed a ziougan gan̄d arwésiou dishén̄vel ar reûsiou a dlé kouéza war Jéruzalem.


1. Ha té, mâb dén, kémer gan-éz eur vriken ; laka-hi dira-z-od, ha roudenn war-n-ézhi kéar Jéruzalem.

2. Hag é toaréi eur sich enn hé énep, hag é savi kréou, hag a rî savennou douar, hag eur c’hamp, ha binviou brézel trô-war-drô.

3. Kémer ivé gan-éz eur billig houarn, ha laka-hi ével eur vur houarn étré té hag ar géar : ha té a zellô out-hi gand eunn dremm stard, hag hi a vézô grounnet, ha té hé grounnô : eunn rouéz eo évit tî Israel.

4. Ha té a gouskô war da gostez kleiz, hag é likii war-n-ézhan̄ fallagriézou tî Israel, évid ann holl zeisiou a-zoug péré é kouski war-n-ézhan̄, hag é kéméri war-n-od hô fallagriezou.

5. Rôet em eûz éta d’id bloasiou hô fallagriézou, a-zoug dék deiz ha naon̄tek-ugen̄t : hag é tougi fallagriézou tî Israel.

6. Ha p’az pézô sévénet kémen̄t-man̄, é kouski eunn eil wéach war da gostez déou ; hag é kéméri war-n-od fallagriézou tî Juda a-zoug daou-ugen̄t deiz : eunn deiz eo a rôann d’id, eunn deiz, émé-vé, évit pep bloaz.

7. Ha té a drôi da zaoulagad out sich Jéruzalem ; ha da vréac’h a vézô astennet : ha té a ziouganô out-hi.

8. Chétu em eûz lékéat chadennou enn-drô d’id ; ha na drôi két eûz ann eil gostez war égilé, kén na vézô sévénet deisiou da zich.

9. Kémer ivé évid-od gwiniz, hag heiz, ha fâ, ha fer, ha mell, ha pîz-lôgôd : ha laka-hi enn eul léstr, ha grâ gan̄t-hô baraou évid-od, évid ann holl zeisiou a zoug péré é kouski war da gostez. Dibri a ri anézhô a-héd dék deiz ha naon̄ték-ugen̄t.

10. Ar péz a zébri bemdez a boézô ugen̄t sikl ; a amzer é amzer é tebri anézhan̄.

11. Diouc’h gôr éc’h évi ivé dour, ar c’houec’hved lôden eûz a eunn hin ; a amzer é amzer éc’h évi anézhan̄.

12. Ar péz a zébri a vézô ével bara heiz poazet dindân al ludu ; hé c’hô1ei a ri gan̄d ar mon a zeû eûz ann dén dira-z-hô.

13. Hag ann Aotrou a lavaraz : Ével-sé é tébrô bugalé Israel hô bara saotret é-touez ar brôadou étrézé péré é kasinn anézhô.

14. Ha mé a lavaraz : A, a, a, Aotrou Doué, chétu va éné né két bét saotret ; adalek va bugaléach bété vréma n’em eûz két débret a loen marô anézhan̄ hé-unan, na diroget gan̄d loéned all ; na kîk dic’hlan é-béd n’eo éat em génou.

15. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Chétu é rôann d’id beûzel é léac’h mon dén, hag é ri da vara gan̄t-han̄.

16. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Mâb dén, chétu mé a dorrô bâz ar bara é Jéruzalem, hag hî a zébrô bara diouc’h ar poéz, hag enn nec’h ; hag hî a évô dour diouc’h ar gôr, hag enn en̄krez.

17. Évit pa ziouérin̄t bara ha dour, ma kouézô ann eil é divrec’h égilé, ha ma tizec’hin̄t enn hô fallagriézou.


————


V. PENNAD


Arwésiou névez eûz a reûsiou Jéruzalem.


1. Ha té, mâb dén, kémer gan-éz eunn aoten lemm, évit touza ar bléô : kémer-hi, ha kâs-hi war da benn ha war da vara ; kémer ivé eur poéz hag eur valan̄s évid hô ranna.

2. Eunn drédéren a loski enn tân é-kreiz kéar, kén na vézô sévénet deisiou ar sich ; eunn drédéren a géméri, hag a drouc’hi gan̄d ann aoten trô-war-drô kéar ; ann drédéren all a daoli oud ann avel, ha mé a iélô war hô lerc’h gan̄d eur c’hlézé noaz.

3. Hag eûz ar ré-zé é kéméri eunn niver bihan, hag é éréi anézhô war véven da van̄tel.

4. Eûz ar ré-zé é kéméri adarré, hag é taoli anézhô é kreiz ann tân, hag é loski anézhô enn tân ; hag ac’hanô é savô tân war holl di Israel.

5. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Houn-nez eo ar Jéruzalem, em bôa lekéat é-kreiz ar brôadou, hag hô douarou war hé zrô.

6. Hag hî é deûz disprizet va barnédigézou, hag a zô deûet fallagroc’h égéd ar brôadou ; torret é deûz va c’hélennou, gwasoc’h égéd ar brôiou war hé zrô : râk distaolet hô deûz va barnédigézou, ha n’hô deûz két baléet em c’hélennou.

7. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma oc’h éat é drougiez dreist ar brôadou a zô war hô trô, ô véza n’hoc’h eûz két baléet em c’hélennou, ha n’hoc’h eûz két gréat va barnédigézou, ha n’hoc’h eûz két gréat hervez barnédigézou ar brôadou a zô war hô trô ;

8. Râk-sé ével henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a zeûi étrézeg enn-od, hag a rai va-unan va barnédigézou enn da greiz dirâg ar brôadou.

9. Ha mé a rai enn-od ar pez n’em eûz gréat biskoaz, ha na rinn bikenn mui enn doaré-zé, enn abek d’as holl fallagriézou.

10. Dré-zé ann tadou a zebrô hô bugalé enn da douez, hag ar vugalé a zebrô hô zadou ; ha mé a rai va barnédigézou enn-od, hag a skiñô da zilerc’hiou é péb avel.

11. Râk-sé ével-ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué : ô véza ma éc’h eûz saotret va san̄tuar gan̄d da holl wallou, ha gan̄d da holl fallagriézou ; mé ivé az brévô ; va lagad na espernô két ac’hanod, ha n’am bézô két a druez ouz-id.

12. Eunn drédéren ac’hanod a varvô gan̄d ar vosen, hag a vézô bévézet gan̄d ann naoun enn da greiz ; eunn drédéren all a gouézô dindân ar c’hlézé enn-drô d’id ; ann drédéren all a skiñinn é péb avel, hag é tenninn ar c’hlézé war hô lerc’h.

13. Ha mé a leûniô va frouden, hag a lakai va buanégez da arzaôi war-n-ézhô, hag é vézinn dizoaniet ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, hag em eûz komzet em oaz, p’am bezô leûniet va buanégez out-hô.

14. Ha mé az lakai da eunn distrô, ha da vézégez d’ann holl vrôadou a zô enn-drô d’id, dirâk kémen̄d hini a iélô ébiou.

15. Hag é teûi da vézégez, ha da valloz, da skouér, ha da spoun̄t évid ar brôadou a zô enn-drô d’id, p’am bézô gréat va barnédigéiou war-n-od em frouden, em buanégez, hag eun drouk brâz a zavô enn-oun.

16. Mé eo ann Aotrou em eûz komzet : Pa gasinn war-n-ezhô gwall zaesiou ann naounégez, péré a vezô marvel, hag a gasinn évid hô tispenna ; pa strollinn ann naounégez war-n-hoc’h, hag é torrinn bâz ar bara enn hô touez ;

17. Pa gasinn war-n-hoc’h ann naounégez, hag al loéned ar ré grisa évid hô lakaad da vervel ; pa dréménô ar vosen hag ar goad dré-z-od, hag é kasinn ar c’hléze war-n-od ; mé eo ann Aotrou em eûz komzet.


————

VI. PENNAD


Disman̄tr Jéruzalem gan̄d ar c’hlézé, ann naounégez hag ar vosen.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Mab dén, trô da zaoulagad étrézé ménésiou Israel, ha diougan diwar hô fenn,

3. Ha lavar : Ménésiou Israel, sélaouit gér ann Aotrou Doué : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué d’ar ménésiou, ha d’ar c’hrec’hiennou, ha d’ar rec’hier, ha d’ann traon̄iennou : Chétu é tigasinn ar c’hlézé war-n-hoc’h, hag é tispenninn hô lec’hiou-uc’hel.

4. Diskara a rinn hoc’h aoteriou, hag é vrévinn hô skeûdennou ; ha mé hô lakai da gouéza marô dirâg hoc’h idolou.

5. Léda a rinn korfou marô bugalé Israel dirâg hô skeûdennou ; hag é skiñinn hoc’h eskern enn-drô d’hoc’h aoteriou.

6. Enn holl vrôiou é péré é choumit, ar c’hériou a vézô didûd, al lec’hiou-uc’hel a vézô freûzet ha diskaret ; hoc’h aotériou a gouézô hag a vézô brévet ; hoc’h idolou a éhanô da véza azeûlet, hô templou a vézô diskaret, hag hoc’h ôbériou a vézô kaset-da-gét.

7. Hag eul lazérez tud a vézô enn hô touez ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

8. Lôd ac’hanoc’h a virinn eûz ar ré a vézô bét tec’het diouc’h klézé ar brôadou, p’am bezô hô skiñet dré ar brôiou.

9. Hag ar ré ac’hanoc’h a vézô bét dieûbet, hô dévézô koun ac’hanoun é-touez ar brôadou gan̄t péré é vézin̄t bét kaset é sklavérez ; ô véza ma van̄trinn hô c’haloun gadal a oa pelléet diouz-in ; hag hô daoulagad a oa en em zaotret gan̄t hô idolou ; hag hî en em zihétô hô-unan enn abek d’ann droug hô dévézô gréat enn hô holl fallagriézou.

10. Hag hi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, ha pénaoz n’em eûz két lavaret enn-aner é rajenn ann drouk-zé.

11. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Skô war da zourn, ha skô gan̄d da droad, ha lavar : Gwâ ann holl fallagriézou, hag ann holl wallou eûz a dî Israel, râg hî a vézô diskaret gan̄d ar c’hlézé, gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen.

12. Ann hini a zô pell, a varvô gan̄d ar vosen : ann hini a zô tôst, a vézô skôet gan̄d ar c’hlézé ; hag ann hini a vézô choumet, hag a vézô strôbet, a varvô gan̄d ann naonn ; ha mé a walc’hô va frouden war-n-ézhô.

13. Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, pa vézô korfou hô tûd lazet é-kreiz hoc’h idolou, enn-drô d’hoc’h aoteriou, war bép kréc’hien uc’hel, war lein ann holl vénésiou, dindân pép gwézen hîr, dindân pép derven bodek, el lec’hiou a béré é savé ann ézañs a zeven̄t dirâg hô holl idolou.

14. Ha mé a astennô va dourn war-n-ézhô ; hag é likiinn ann douar da véza gwastet ha dilézet, adalek distrô Déblata, el lec’hiou holl é péré é choumen̄t ; hag hi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.


————


VII. PENNAD


Diwar-benn disman̄tr douar Israel.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Ha té, mâb dén, ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué douar Israel : Ann divez a zeû, don̄d a râ ann divez war bévar c’horn ann douar.

3. Bréma eo deûet da zivez, hag é kasinn va frouden war-n-od ; hag é varninn ac’hanod hervez da hen̄chou ; hag é likiinn da gouéza war-n-od da holl fallagriézou.

4. Va lagad na espernô két ac’hanod, ha n’am bézô két a druez ; hôgen lakaad a rinn da hen̄chou war-n-od, ha da fallagriézou a vézô enn da greiz ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

5. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Eur c’hlac’har a zeû, chétu é teû eur c’hlac’har.

6. Ann divez a zeû, don̄d a râ ann divez ; beḻa a râ ouz-id ; chétu é teû.

7. Ann disman̄tr a zeû war-n-od, té péhini a choum war ann douar ; ann amzer a zeû, tôst éma deiz al lazérez, ha nann gloar ar ménésiou.

8. Bréma é skuḻinn a dôst va buanégez war-n-od, hag é walc’hinn va frouden ouz-id ; da varna a rinn hervez da hen̄chou, hag é likiinn da boéza war-n-od da holl wallou.

9. Va lagad na espernô két, ha n’am bézô két a druez ; hôgen lakaad a rinn da hen̄chou war-n-od, ha da fallagriézou a vézô enn da greiz ; ha c’houi a wézô pénaoz eo me ann Aotrou, mé péhini a skô.

10. Chétu ann deiz, chétu eo deûet ; kouézet eo ann disman̄tr ; bleûn̄eet eo ar walen, diwanet eo ar rogen̄tez.

11. Ann drougiez a zô savet war walen ar fallagriez ; na zeûi két anézhô, nag eûz ar bobl, nag eûz hô zrouz ; ha n’hô dévézô két a éhan.

12. Deûet eo ann amzer, tôstaad a râ ann deiz ; néb a brén, n’en em laouénaet két ; ha néb a werz, n’en em c’hlac’haret két ; râk savet eo ar vuanégez war hé holl bobl.

13. Râg ann hini a werz na zistrôiô két d’ar péz a werz, ha pa ven̄t c’hoaz béô ; râg ar wélédigez diwar-benn ann dûd holl na zistrôiô két war hé c’hîz ; hag ann dén na grévai két é fallagriez hé vuez.

14. Sonit gan̄d ar c’horn-boud, r’en em aozô ann holl, hôgen n’az ai hini d’ann emgann : râk va buanégez a zô savet war ar bobl holl.

15. Ar c’hlézé enn diavéaz ; ar vosen hag ann naounégez enn diabarz ; néb a vézô er park, a varvô gan̄d ar c’hlézé ; ha néb a vézô é kéar, a vézô bévézet gan̄d ar vosen ha gan̄d ann naounégez.

16. Ar ré anézhô a déc’hô a vézô dieûbet ; hag hî a vézô war ar ménésiou ével koulmed ann traon̄iennou, bépréd ô kréna er gwél eûz hô fallagriez.

17. Daouarn ann holl a zeûi da véza laosk, hag ann dour a rédô hed-da-hed daoulin ann holl (M).

18. Saéou-reûn a wiskin̄t, hag é vézin̄t gôlôet a spoun̄t ; ar véz a vézô war bép dremm, ha moal é vézô penn ann holl.

19. Hô arc’han̄t a vézô taolet er-méaz, hag hô aour a vézô ével teil. Hô arc’han̄t nag hô aour na hellin̄t két hô dieûbi é deiz frouden ann Aotrou : na walc’hin̄t két ho éné, ha na leûñin̄t két hô c’hôv ; ô véza ma in̄t da wall-skouér gan̄d hô fallagriez.

20. Braven̄tez hô c’helc’hennou hô deûz lékéat évit maga hô balc’hder, hag hô deûz gréat gan̄t-hô skeûdennou hô argarzidigézou hag hô idolou : dré-zé hé rôinn d’ézhô ével eunn dra dic’hlan ;

21. Hé rei a rinn da breiz étré daouarn ann diavésidi, ha da skrap d’ar ré fallagr eûz ann douar, hag hî hé zaotrô.

22. Distrei a rinn va daoulagad diout-hô, hag hî a wallô va zan̄tuar : skrapérien a iélô enn-han̄, hag hî hé zaotrô.

23. Laka eunn divez ; râk leûn eo ann douar a varniou goaduz, hag ar géar leûn a fallagriez.

24. Digas a rinn ar ré falla eûz ar brôadou, hag hî a gémérô hô ziez ; lakaad a rinn da éhana balc’hder ar ré c’halloudek hag hô san̄tuarou a vézô skrapet.

25. Pa zeûi ann en̄krez, é klaskin̄t ar péoc’h, ha n’her c’havin̄t két.

26. Reûz war reûz a zeûi, ha kélou war gélou ; klask a rain̄t gwélédigez digan̄d eur profed ; al lézen a iélô-da-nétra er bélek, hag ar c’huzul enn hénaoured.

27. Ar roué a skuḻô daérou, hag ar prin̄s a vézô glac’haret-brâz, ha daouarn pobl ann douar a grénô. Hervez hô hen̄chou é rinn d’ézhô, hag hervez hô barniou é varninn anézhô  ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.


————

VIII. PENNAD


Ézékiel a wél é spéred ann argarzidigézou a réeur é templ Jéruzalem.


1. Chétu pétrâ a c’hoarvézaz er c’houec’hved bloaz, er c’houec’hved mîz, er pempved deiz eûz ar mîz ; édoun azezet em zî, hag hénaoured Juda a oa azézet dira-z-oun, ha dourn ann Aotrou Doué a gouézaz énô war-n-oun.

2. Hag é selliz, ha chétu unan é doaré tân ; adaleg hé zigroazel hag izéloc’h, tân ; hag adaleg hé zigroazel hag uc’héloc’h é doaré skéd, hen̄vel out goularz.

3. Hag é wéliz ével eunn dourn a grogaz enn-oun dré vléô va fenn ; hag ar spéred a c’horréaz ac’hanoun étré ann douar hag ann én̄v, hag a gasaz ac’hanoun da Jéruzalem enn enr wélédigez Doué, é-tal ann ôr a-ziabarz, a zellé oud ann hanter-nôz, el léac’h ma oa lékéat idol ann oaz, évid héga oaz ann Aotrou.

4. Ha chétu édô éno gloar Doué Israel, hervez ar wélédigez em bôa bét war ar méaz.

5. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Mab dén, saô da zaoulagad étrézég hen̄t ann han̄ter-nôz. Hag é saviz va daoulagad étrézég hen̄t ann han̄ter-nôz ; ha chétu é wéliz war-zû han̄ter-nôz dôr ann aoter, idol ann oaz, a ioa er porched.

6. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Mâb dén, ha té a wél pétrâ a râ ar ré-zé, ann argarzidigézou brâz a ra aman̄ tî Israel, évit va lakaad da bellaad diouc’h va zan̄tuar ? Ha mar trôez adarré, é wéli argarzidigézou brasoc’h.

7. Hag hen̄ a gasaz ac’hanoun oud dôr ar porched ; hag é selliz, hag é wéliz eunn toull er vôger.

8. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Mâb dén, toull ar vôger, ha p’am bôé toullet ar vôger, é wéliz eunn ôr.

9. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Kéa ébarz, ha gwél ar gwall argarzidigézou a râ ar ré-zé azé.

10. Mon̄d a rîz ébarz, hag é wéliz a bép doaré aéred ha loéned, hag argarzidigez tî Israel ; hag ann holl idolou-zé a oa pin̄tet war ar vôger trô-war-drô.

11. Ha dék dén ha tri-ugen̄t eûz a hénaoured tî Israel a oa enn hô sâ dirâg ann traou pin̄tet-zé ; ha Jézonias, mâb Safan, a oa enn hô c’hreiz ; pép-hini anézhô eo dôa eunn ézan̄souer enn hé zourn ; ha môged ann ézan̄s a zavé enn éar.

12. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Évit-gwîr é wélez, mâb dén, ar péz a râ hénaoured tî Israel enn amc’houlou, ar péz a râ pép-hini anézhô é-kûz enn hé gampr ; râg hî a lavar : Ann Aotrou n’hor gwél két ; ann Aotrou en deûz dilézet ann douar.

13. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Trô adarré, hag é wéli gwasoc’h argarzidigézou égéd ar ré a râ ar ré-man̄.

14. Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun oud dôr ti ann Aotrou, a zellé oud ann han̄ter-nôz : ha chétu é oa énô gragez azézet, hag a wélé diwar-benn marô Adonis.

15. Hag hen̄ a lavaraz d’in : Kémen̄t-sé a wélez, mâb dén : trô adarré, hag é wéli gwasoc’h argarzidigézou égéd ar ré-man̄.

16. Hag hén̄ a lékéaz ac’hanoun da von̄t é diabarz porched tî ann Aotrou : ha chétu é wéliz oud dôr templ ann Aotrou, étré ar porched hag ann aoter, war-drô pemp dén war-n-ugen̄t, a drôé hô c’hein out templ ann Aotrou, hag hô daoulagad oud ar sâv-héol ; évid azeûli ar sâv-héol.

17. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Kémen̄t-sé a wélez, mâb dén ; ha skan̄v eo da dî Juda béza gréat ann argarzidigézou-zé, béza leûniet ann douar a fallagriez, ha béza trôet évit va heskin ? Ha chétu é lékéon̄t eur skourr oud hô difron.

18. Râk-sé éc’h aozinn anézhô em frouden ; va lagad n’hô espernô két, ha n’am bézô két a druez out-hô ; ha pa c’harmin̄t out va diskouarn gan̄d eur vouéz gré, na zélaouinn két anézhô.


————

IX. PENNAD


Ar ré n’hô deûz két eunn arouéz war hô zâl a varvô.


1. Hag hén̄ a c’harmaz out va diskouarn gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout : Ar ré a dlé emwélout kéar a zô tôst, ha pép-hini en deûz enn hé zourn eunn arm da laza.

2. Ha chétu c’houec’h dén a zeûaz eûz a hen̄t ann ôr uc’héla, péhini a zell oud ann han̄ter-nôz : ha pép-hini enn hé zourn eunn arm da laza : eunn dén a oa ivé enn hô c’hreiz, a oa gwisket gan̄t lien lîn, hag a zougé oud hé zargreiz eur pôd-liou évit skriva : hah hî a iéaz ébarz, hag a choumas enn hô zâ dirâg ann aoter arem.

3. Ha gloar Doué Israel a zavaz diwar ar c’hérubin war béhini édô, hag a zeûaz war dreûzou dôr ann tî ; hag hî a c’halvaz ann dén a oa gwisket gan̄t lien lîn, hag a zougé oud hé zargreiz eur pôd-liou évit skriva.

4. Hag ann Aotrou a lavaras d’ézhan̄ : Trémen a-dreûz kéar, dré greiz Jéruzalem, ha merk eunn thau war zâl ar ré a geinvan hag en em c’hlac’har diwar-benn ann holl argarzidigézou a réeur enn hé c’hreiz.

5. Ha mé hé glévaz ô lavarout d’ar ré all : Id a-dreûz kéar war hé lerc’h ha skôit ; na espernet két hô lagad, ha n’hô pézet két a druez.

6. Lazit bétég ann divéza ar ré gôz, ar paotred-iaouan̄k, ar plac’hed-iaouan̄k, ar vugalé hag ar gragez ; hôgen na lazit két kémen̄d hini war béhini é wélot ann thau ; ha déraouit dré va zan̄tuar. Déraoui a réjon̄t éta dré ann dûd kôz a ioa dirâg ann tî.

7. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Saotrit ann tî, ha leûnit al leûren gan̄d ar ré lazet ; îd er-méaz. Hag hî a iéaz er-méaz hag a skôaz gan̄d ar ré a oa é kéar.

8. Ha pa oé peûr-c’hréat al lazérez, é choumiz éno ; hag ô véza en em daolet war va dremm, é c’harmiz enn eul lavarout : Allaz, allaz, allaz, Aotrou Doue ! Hag ével-sé éta é kolli holl zilerc’h Israel, ô skuḻa da frouden war Jéruzalem.

9. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Fallagriez tî Israel ha tî Juda a zo brâz dreist-penn ; gôloet eo ann douar a c’hoad, leun eo kéar a wall ; râg hî hô deûz lavaret : Ann Aotrou en deûz dilézet ann douar, hag ann Aotrou n’hor gwél két.

10. Râk-sé va lagad na espernô két, ha n’em bézô két a druez ; hô hen̄t a likiinn da gouéza war hô fennou.

11. Ha chétu ann dén a oa gwisket gan̄t lien lîn, hag a zougé oud hé zargreiz eur pôd-liou, a gomzas hag a lavaraz : Gréat em eûz ével m’az pôa gourc’hémennet d’in.


————


X. PENNAD


Ann hini a oa gwisket gan̄t lien lîn a gémer glaou tân, hag hé daol war Jéruzalem.



1. Neuzé é selliz, hag é wéliz enn ebr a oa a-ziouc’h da benn ar Gérubined, ével eur méan safir, hag ével doaré eunn trôn.

2. Hag hen̄ a gomzaz oud ann dén a oa gwisket gan̄t lien lîn, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa é-kreiz ar rôdou a zô dindân ar Gérubined, ha kémer leiz da zourn eûz ar glaou tân a zô étré ar Gérubined, ha skûḻ-hen̄ war ar géar. Hag hen̄ a iéaz dira-z-oun.

3. Ar Gérubined a ioa enn hô zâ enn tû déou eûz ann tî p’az éaz ann dén ébarz ; hag eur goabren a leûnias al leuren a-ziabarz.

4. Ha gloar ann Aotrou a zavaz diwar ar c’hérubin, hag a zeûaz war dreûzou dôr ann tî ; hag ar goabren a leûniaz ann tî, hag al leuren a oé leûniet gan̄t skéd gloar ann Aotrou.

5. Trouz askellou ar Gérubined a gléved bétég el leuren a-ziavéaz, ével mouéz Doué holl c’halloudek pa gomz.

6. Ha p’en dôé gourc’hémennet d’ann dén a oa gwisket gan̄t lien lîn, ô lavarout : Kémer tân eûz a greiz ar rôdou a zô étré ar Gérubined ; hén̄ a iéaz, hag a choumaz enn hé zâ dirâg unan eûz ar rôdou.

7. Hag eur C’hérubin a astennaz hé zourn eûz a greiz ar Gérubined, étrézég ann tân a ioa étré ar Gérubined ; hag é kéméraz, hag é rôaz é daouarn ann hini a oa gwisket gan̄t lien tân ; hag hé-man̄ ô véza hé gémeret a iéaz er-méaz.

8. Hag é oé gwélet é doaré dourn eunn dén er Gérubined, dindân hô askellou.

9. Neûzé é selliz, hag é wéliz peder rôd é-tâl ar Gérubined, eur rôd é-tâl eur C’hérubin, hag eur rôd é-tal eur C’hérubin all ; hôgen ar rôdou a ioa héñvel oud ar méan krisolit ;

10. Hag hô féder é oan̄t hén̄vel ; ével pa vé eur rôd enn eur rôd all.

11. Ha pa valéen̄t, é kerzen̄t war bévar zû ; ha na zistrôen̄t két pa gerzen̄t ; hôgen p’az éa ann hini gen̄ta war eunn tû, ar ré all a iéa war hé lerc’h, ha na zistrôen̄t két.

12. Korf ar péder rôd, hô gouzoug, hag hô daouarn, hag hô askellou, hag hô c’helc’hiou, a oa leûn a lagadou trô-war-drô.

13. Hag hen̄ a c’halvaz dira-z-oun ar rôdou-zé, ar rôdou skan̄v.

14. Hôgen pép-hini anézhô en dôa péder dremm ; ann dremm gen̄ta, dremm eur C’hérubin ; ann eil zremm, dremm eunn dén ; ann drédé, dremm eul léon, hag ar bévaré, dremm eunn er.

15. Hag ar Gérubined en em c’horreas ; ann hévélep anévaled oa, em bôa gwélet é-tâl ster C’hobar.

16. Pa valéé ar Gérubined, ar rôdou a gerzé ivé enn hô c’hen̄ver ; ha pa zavé ar Gérubined hô askellou évid en em c’horréa diouc’h ann douar, na arzaôé két ar rôdou, hôgen enn hô c’hén̄ver édon̄t bépréd.

17. Pa arzaôé ar ré-man̄, é arzaôen̄t ; ha pa en em c’horréen̄t, en em c’horréen̄t ; râg ar spéred a vuez a oa enn-hô.

18. Ha gloar ann Aotrou a iéaz er-méaz eûz a dreûzou dôr ann templ ; hag a savaz war ar Gérubined.

19. Hag ar Gérubined ô sével hô askellou en em c’horréaz diouc’h ann douar dira-z-oun ; ha p’az éjon̄t-kuît, ar rôdou a iéaz ivé war hô lerc’h ; hag hî a arzaôaz war dreûzou dôr tî ann Aotrou war-zû ar sav-héol ; ha gloar Doué Israel a oa war-n-ézhô .

20. Ann hévéleb anévaled eo em bôa gwélet dindân Doué Israel, é-tâl ster C’hobar ; hag anaoud a rîz pénaos é oa Kérubined.

21. Pép-hini anézhô en dôa peder dremm, ha pép-hini péder askel, ha doaré dourn eunn dén dindân hô askellou.

22. Doaré hô dremmou a oa hén̄vel oud ann dremmou em bôa gwélet é-tâl ster C’hobar ; hag ivé hô sell, hag ann err gan̄t pehini é kerzen̄t râg-énep d’ézhô.


————


XI. PENNAD


Diougan a-éneb ar ré a zisprizé gourdrouzou ar brofédéd.


1. Neûzé ar spéred a c’horréaz ac’hanoun, hag am zougaz étrézé dôr ar sâv-héol eûz a dî ann Aotrou, péhini a zell oud ann héol pa zâv ; ha chétu éz oa é-tâl ann ôr pemp dén war-n-ugen̄t : hag é wéliz enn hô c’hreiz Jézonias, mâb Azur ; ha Feltias, mâb Banaias, prin̄sed ar bobl.

2. Hag hen̄ a lavaraz d’in : Mâb dén, ar ré-zé eo ann dûd a venn fallagriez, hag a rô gwall guzuliou er géar-man̄,

3. O lavarout : Ha né két savet hon tiez pell-zô ? Hî eo ar gaoter, ha ni eo ar c’hîk.

4. Râk-sé diougan diwar hô fenn, diougan, mab dén.

5. Ha spéred ann Aotrou a grogaz enn-oun, hag a lavaraz d’in : Komz : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Ével-henn hoc’h eûz lavaret, tî Israel ; ha mé a anavez ménosiou hô kaloun.

6. Kalz a dûd hoc’h eûz lazet er géar-man̄, hag hé ruou hoc’h eûz leûniet a gorfou-marô.

7. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Ar ré hoc’h eûz lazet, hag hoc’h eûz astennet enn hé c’hreiz, ar ré-zé eo ar c’hîk, hag hî eo ar gaoter ; ha mé hô tennô eûz hô c’hreiz.

8. Râg ar c’hlézé hoc’h eûz aoun, hag ar c’hlézé a zigasinn war-n-hoc’h, émé ann Aotrou Doué.

9. Hô kâs a rinn eûz hé c’hreiz, hô lakaad a rinn étré daouarn ann énébourien, hag é rinn va barnou war-n-hoc’h.

10. Diodân ar c’hlézé é kouézot ; é harzou Israel é varninn ac’hanoc’h ; ha c’houi a wézo pénaoz eo mé ann Aotrou.

11. Ar géar-zé na vézô két da gaoter évid-hoc’h, na viot két da gîg enn hé c’hreiz ; é harzou Israel é varninn ac’hanoc’h.

12. Ha c’houi a wézo pénaoz eo mé ann Aotrou : ô véza n’hoc’h eûz két baléet em c’hélennou, ha n’hoc’h eûz két sévénet va barnédigézou ; hôgen ma hoc’h eûz heûliet barnédigézou ar brôadou a zô war hô trô.

13. Ha pa ziouganenn, Festias, mâb Banaias, a varvaz ha mé a gouézaz war va dremm, hag a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout : Allaz, allaz, allaz, Aotrou Doué ; kâs a réz éta da-nétra dilerc’h Israel ?

14. Ha gér ann Aotrou a zeûaz étrézég enn-oun, ô lavarout :

15. Mâb dén, da vreûdeur, da vreûdeûr, da géren̄t, hag holl dî Israel, eo ar ré holl da béré tûd Jéruzalem hô deûz lavaret : It pell diouc’h ann Aotrou ; d’é-omp eo bét rôet ann douar é kers.

16. Râk-sé ével-henn é-lavar ann Aotrou Doué : Pétrâ-bennâg ma em eûz hô c’haset ker pell é touez ar brôadou, hag em eûz hô skiñet é meur a vrô ; koulskoudé é san̄télinn ann niver bihan anézhô er brôiou é péré in̄t bét éat.

17. Lavar éta : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Hô strolla a rinn eûz a greiz ar boblou ; hô krounna a rinn eûz ar brôiou é péré oc’h bét skiñet ; hag é rôinn d’é-hoc’h douar Israel.

18. Hag hî a iélô dî, hag a dennô diout-hi ann holl wallou hag ann holl argarzidigézou.

19. Eunn hévélep kaloun a rôinn d’ézhô, eur spéred névez a likiinn enn hô c’hreiz : tenna a rinn eûz hô c’hîg ar galoun véan, hag é rôinn d’ézhô eur galoun kîk ;

20. Évit ma valéin̄t em c’hélennou, ma virin̄t va barnédigézou, ha ma hô sévénin̄t ; ma vézin̄t da bobl d’in, ha ma vézinn da Zoué d’ézhô .

21. É kéñver ar ré a béré ar galoun a valé er gwallou hag enn argarzidigézou, é likiinn da gouéza hô hén̄t war hô fenn, émé ann Aotrou Doué.

22. Hag ar gérubined a zavaz hô askellou, hag ar rôdou gan̄t-hô ; ha gloar Doué Israel a oa war-n-ézhô.

23. Ha gloar ann Aotrou a biñaz eûz a greiz kéar hag en em arzaôaz war ar ménez a zô é sâv-héol kéar.

24. Hag ar spéred a c’horréaz ac’hanoun, hag a gasas ac’hanoun é gwélédigez, gan̄t spéred Doué, er C’haldéa, étrézég ar bobl a oa é sklavérez ; hag ar wélédigez em bôa bét, a bellaaz diouc’h va spéred.

25. Hag é liviriz d’ar ré a oa é sklavérez, kémen̄d eo dôa diskouézet ann Aotrou d’in.


————


XII. PENNAD


Rébechou ann Aotrou a-éneb ar ré a grédé pénaoz gourdrouzou ar broféded na vijen̄t két sévénet kerken̄t.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Mâb dén, é-kreiz eunn ti héguz é choumez ; daoulagad hô deûz évit gwélout, ha na wélon̄t két ; diskouarn hô deûz évit klévout, ha na glevon̄t két ; ô véza ma eo ennn tî héguz.

3. Té éta, mâb dén, aoz d’id binviou évid ann dizougadur, ha dizoug anézhô dira-z-hô é-kreiz ann deiz ; en em zizougen a rî ivé da-unan eûz da léac’h da eul léac’h all dira-z-hô, évit gwélout ma lakain̄t évez ô véza ma eo eunn tî héguz.

4. Lakaad a rî er-méaz dira-z-hô é-kreiz ann deiz da arrébeûri, ével arrébeûri a zizougadur ; ha té da-unan a iélô er méaz war ar pardaez dira-z-hô, ével eunn dén a ia er-méaz évid ann dizougadur.

5. Toull dira-z-hô môger da dî, ha kéa er-méaz dré-z-han̄.

6. Douget é vézi war ann diskoaz dira-z-hô, enn dévalien é vézi kaset er-méaz ; da zremm a guzi, évit na wéli két ann douar ; râk da arouéz em eûz da rôet da dî Israel.

7. Ober a rîz éta ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’in ; kâs a riz va arrébeûri er-méaz é-kreiz ann deiz, ével arrébeûri a zizougadur ; ha diouc’h ar pardaez é toulliz ar vôger gan̄t va dourn hag éz îz er-méaz enn dévalien, douget war ann diskoaz dira-z-hô.

8. Ha diouc’h ar min̄tin é teûaz gér ann Aotrou étrézég enn-oun, ô lavarout :

9. Mâb dén, ti Israel, ann ti héguz, ha n’en deûz két lavaret d’id : Pétra a réz-té ?

10. Lavar d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Ar béac’h-man̄ a gouézô war ar prin̄s a zô é Jéruzalem ; ha war holl di Israel a zô enn hô c’hreiz.

11. Lavar : Mé eo hoc’h arwéz ; ével ma em eûz gréat, é vézô gréat d’ézhô ; enn dizougadur hag er sklavérez éz ain̄t.

12. Ar prin̄s a zô enn hô c’hreiz a vézô douget war ann diskoaz hag a iélô er-méaz enn dévalien ; ar vôger a doullin̄t évid hé lakaad er-méaz ; gôlôet é vézô hé zremm, évit na wélo két hé lagad ann douar.

13. Ha mé a steñô va rouéjou war-n-ézhan̄ ; hag hén̄ a vézô paket em rouéjou ; ha mé hé gasô da Vabilon, é douar ar C’haldéed ; hag hén̄ n’her gwélô két, hag a varvô énô.

14. Ha mé a skiñô é pép tû ar ré holl a zô war hé drô ; ar ré a zô da gennerz d’ézhan̄, hé holl vrézélidi ; ha mé a dennô ar c’hlézé war hô lerc’h.

15. Hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô hô skiñet é-touez ar brôadou, ha p’am bézô hô feltret dré ar brôiou.

16. Miroud a rinn eul lôd bihan anézhô diouc’h ar c’hlézé, diouc’h ann naounégez ha diouc’h ar vosen ; évit ma tanévellin̄t hô holl wallou d’ar brôadou é-touez péré éz ain̄t ; ha ma wézin̄t pénaoz eo mé ann Aotrou.

17. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

18. Mâb dén, debr da vara enn en̄krez, hag év da zour gan̄t hast ha gan̄d doan.

19. Hag é liviri da bobl ann douar-man̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué diwar-benn ar ré a choum é Jéruzalem, é brô Israel : Enn nec’h é tebrin̄t hô bara, hag er rec’h éc’h évin̄t hô dour ; évit ma vézô glac’haret ar vrô-zé gan̄d hé lôd brâz a dûd, enn abek da fallagriez ar ré holl a choum enn-hi.

20. Ar c’hériou a zô poblet bréma a vézô dismantret, hag ann douar a vézô didûd ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

21. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

22. Mâb dén, pétrâ eo al lavar-kuzet-zé a zô gan-é-hoc’h é douar Israel, ô lavarout : Ann deisiou a vézô gourzézet, ha pép gwélédigez a iélô-da-gét ?

23. Râk-sé lavar d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Lakaad a rinn da éhana al lavar-kuzet-zé, ha na vézô mui lavaret enn Israel ; hôgen lavar d’ézhô pénaoz é tôsta ann deisiou, hag é vézô sévénet pép gwélédigez.

24. Râg ar gwélédigésiou na vézin̄t mui gwân, nag ann diouganou arvaruz é-kreiz bugalé Israel.

25. Râk mé ann Aotrou a gomzô ; ha kémen̄d em bézô lavaret a vézô sévénet, ha na vézô mui gourzézet, hôgen enn hô teisiou, tî héguz, é livirinn hag é sévéninn va gér, émé ann Aotrou Doué.

26. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

27. Mâb dén, chétu é lavar tî Israel : Ar wélédigez a wél hé-man̄ a zô pell-brâz ; diougani a ra évid eunn amzer bell.

28. Râk-sé lavar d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Na vézô mui gourzézet va gériou, hôgen kémen̄d em eûz lavaret, a vézô sévénet, émé ann Aotrou Doué.


————


XIII. PENNAD


Gwâ ar gaou-broféded hag ar gaou-brofédézed.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Mâb dén, diougan da broféded Israel, péré a ziougan ; ha lavar d’ar ré a ziougan diouc’h hô c’haloun : Sélaouit gér ann Aotrou :

3. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Gwâ ar broféded diskian̄t, a heûl hô spéred hô-unan, ha na wél nétrâ.

4. Ével lern enn distrô eo da broféded, ô Israel.

5. N’oc’h két bét savet a-énep : n’hoc’h eûz két bét savet eur vur évit tî Israel, évid derc’hel stard enn emgann é deiz ann Aotrou.

6. Traou gwân a wélon̄t, ha gévier a ziouganon̄t, ô lavarout : Ann Aotrou en deûz lavaret : Petrâ-bennâg n’en deûz két ann Aotrou hô c’haset, é ken̄dalc’hon̄t d’ar péz hô deûz lavaret.

7. Ha né két gwân ar wélédigez hoc’h eûz bét ; ha né két gévier ann diouganou a rit ? Pa livirit : Ann Aotrou en deûz lavaret ; pa n’em eûz két komzet.

8. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : O véza ma hoc’h eûz lavaret traou gwân, ha ma hoc’h eûz gwélet gévier ; chétu é teûann d’hô kavout, émé ann Aotrou Doué.

9. Va dourn a boézô war ar broféded a wél traou gwân, hag a ziougan gévier ; n’en em gavin̄t két é kuzul va fobl, ha na vézin̄t két skrivet é levr tî Israel, ha n’az ain̄t két é douar Israel ; ha c’houi a wézo pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.

10. O véza ma hô deûz touellet va fobl, ô lavarout : Péoc’h, ha n’eûz kéd a béoc’h : pa zavé-hén̄ eur vôger, hî a lifré anézhi gan̄t prî hép kôlô.

11. Lavar d’ar ré a lifr hep kemmesk, pénaoz é kouézô ; râk don̄d a rai eur glaô dic’hlann, hag é kasinn mein brâz a vac’hô anezhi, hag eunn avel arnéuz hé diskarô.

12. Ha pa vézô kouézet ar vôger, ha na vézô két lavaret d’é-hoc’h : Péléac’h éma al lifr gan̄t péhini hoc’h eûz hé lifret ?

13. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Lakaad a rinn da zével avel ann arné em frouden, hag eur glaô dic’hlann a gouézô em broez ; ha mein brâz em buanégez, évid diskara pép-trâ.

14. Ha mé a ziskarô ar voger hoc’h eûz lifret hép kemmesk ; ha mé a lakai anézhi hével ha par d’ann (T) douar, hag é vézô gwélet hé diazez ; diskaret é vézô-hî, hag hén̄ a gouézô dindan-hi ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

15. Leûnia a rinn va frouden war ar vôger, ha war ar ré a lifr anézhi hép kemmesk ; hag é livirinn d’é-hoc’h : N’éma mui ar vôger, nag ar ré hô deûz hé lifret.

16. Proféded Israel, péré a ziougan diwar-benn Jéruzalem, hag a wél évit-hi gwélédigézou a béoc’h ; ha n’eûz két a béoc’h, émé ann Aotrou Doué.

17. Ha té, mâb dén, laka da zremm a-énep merc’hed da bobl, péré a ziougan eûz hô c’haloun hô-unan ; ha diougan diwar hô fenn,

18. Ha lavar : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Gwâ ar ré a c’hrî torchennouigou évit lakaad dindan pép ilin : hag a râ pennou-gwélé évit lakaad dindân penn ann dud a béb oad, évit hoala ann énéou ; ha pa hô deûz hoalet énéou va fobl, a lavar eo béô hô énéou.

19. Hag hî hô deûz lékéat da c’haou va gériou dirâk va fobl, évid eunn dournad heiz, hag eunn tamm bara, ô laza ann énéou ha na oan̄t két marô, hag ô ken̄derc’hel béô ann énéou ha na oan̄t két béô, ô lavarout gévier d’am pobl, péhini a grédé ar gévier.

20. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a zeû étrézég hô torchennouigou, gan̄t péré éc’h hoalit ann énéou ével pa nichen̄t : étré hô tivrec’h é roginn anézhô ; hag é lézinn da von̄t ann énéou hô pôa hoalet, ann énéou a dlié da nicha.

21. Régi a rinn hô pennou-gwélé, hag é tieûbinn va fobl eûz hô taouarn ; ha na vézin̄t mui ével eur preiz étré hô taouarn ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

22. O véza ma hoc’h eûz glac’haret kaloun ann dén reiz gan̄d hô kévier, pa na c’hlac’harenn két anézhan̄ ; ha ma hoc’h eûz krévéet daouarn ar ré fallagr, évit na zistrôin̄t két eûz hô gwall hen̄t, ha na vévin̄t két.

23. Râk-sé na wélot mui traou gwân, ha na ziouganot mui ; râk mé a dennô va fobl eûz hô taouarn ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.


————


XIV. PENNAD


Hiniennou zô espernet étré tûd Jéruzalem.


1. Neûzé lôd eûz a hénaoured Israel a zeûaz d’am c’havout, hag a azézaz dira-z-oun.

2. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

3. Mâb dén, ann dûd-zé hô deûz lékéat hô hudurez enn hô c’halonou, hag hô fallagriez a zô bépréd dirâg hô daoulagad : pétrâ éta a respoun̄tinn d’ar goulennou a rain̄t ouz-in ?

4. Râk-sé é komzi out-hô, hag é liviri d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Kémen̄d dén eûz a dî Israel, en deûz lékéat hé hudurez enn hé galoun, hag en deûz dalc’het hé fallagriez dirâg hé zaoulagad, hag a zéûi da gavout ar profed, évit gouzoud dré-z-han̄ pétra a livirinn ; mé ann Aotrou a respoun̄tô drézhan̄ hervez hé holl hudurézou ;

5. Évit ma vézô paket tî Israel enn he galoun, dré béhini in̄t pelléet diouz-in, évid heûlia hô holl idolou.

6. Râk-sé lavar da dî Israel : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Distrôit, ha pellait diouc’h hoc’h idolou, ha distrôit hô taoulagad diouc’h hoc’h holl zaotrou.

7. Râk piou-bennâg eûz a dî Israel, pé eûz ann diavésidi névez trôet gan̄t tûd Israel, a vézô pelléet diouz-in, en dévézô lékéat hé idolou enn hé galoun, en dévézô startéet hé wall fallagriez a-éneb hé zremm, hag a zeûi da gavout ar profed évid ôber eur goulenn digan-én̄ dré-z-han̄ ; mé ann Aotrou a respoun̄tô d’ézhan̄ dré-z-oun va-unan.

8. Sével a rinn va daoulagad war ann dén-zé, hag é likiinn anézhan̄ da skouér, ha da c’hoapérez, hag é tispenninn anézhan̄ eûz a greiz va fobl ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

9. Ha mar teû eur profed da fazia, pa lavarô eur gér ; me ann Aotrou eo em bézô lékéat ar proféd-zé da fazia ; ha mé a astennô va dourn war-n-ézhan̄, hag a zispennô anézhan̄ eûz a greiz va fobl a Israel.

10. Hag hî a zougô hô fallagriez. Ével ma eo fallagriez ar goulenner, ével-sé ivé é vézô fallagriez ar profed :

11. Évit na bellai mui tî Israel diouz-in, ha n’en em zaotrô mui enn hé holl wallou ; hôgen ma vézin̄t d’in da bobl, ha ma vézinn d’ézhô da Zoué, émé Aotrou ann arméou.

12. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

13. Mâb dén, pa béc’hô eur vrô em énep, oc’h ôber gwallou, é astenninn va dourn war-n-ézhi, é torrinn gwalen hé bara, é kasinn enn-hi ann naounégez, hag é lazinn ann dûd hag al loéned.

14. Ha mar béz ann tri dén-man̄ enn hô zouez, Noé, Daniel, ha Job, é tieûbin̄t hô énéou gan̄d hô éeunder hô-unan, émé Aotrou ann arméou.

15. Mar kasann er vrô-zé loéned férô évid hé gwasta ; ha mar teû da véza dihen̄t, ô véza na drémen dén dré-z-hi enn abek d’al loéned :

16. Ha pa vé ann tri dén-zé enn-hi ; ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, na zieûbin̄t na mipien, na merc’hed ; hôgen hî hô-unan a vézô dieûbet ; hag ar vrô a vézô dispennet.

17. Pé mar tigasann ar c’hlézé war ar vrô-zé, ha ma lavarann d’ar c’hlézé : Treûz ar vrô-zé ; ha ma lazann ann dûd hag al loéned :

18. Ha pa vé ann tri dén-zé enn hé c’hreiz ; ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, na zieûbin̄t na mipien, na merc’hed ; hôgen hî hô-unan a vézô dieûbet.

19. Pé mar kasann ar vosen war ar vrô-zé, ha mar skuḻann va frouden war-n-ézhi er goâd, ô tispenna enn-hi ann dûd hag al loéned :

20. Ha pa vé Noé, ha Daniel, ha Job enn hé c’hreiz ; ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, na zieûbin̄t na mipien, na merc’hed ; hôgen hî a zieûbô hô énéou hô-unan gan̄d hô éeunder.

21. Koulskoudé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Mar kasann kévret a-énep Jéruzalem va feder barn ar ré wasa, ar c’hlézé, hag ann naounégez, hag al loéned ferô, hag ar vosen, évit laza enn-hi ann dûd hag al loéned :

22. Hiniennou a choumô enn-hi koulskoudé hag a vézô dieûbet, hag a gasô er-méaz hô mipien hag hô merc’hed ; chétu hi a zeûi d’hô kavout, ha c’houi a wélô hô hen̄chou hag hô ôbériou, hag é viot dic’hlac’haret diwar-benn ann droug em bézô kaset war Jéruzalem, hag ann holl en̄krez em bézô digaset war-n-ézhi.

23. Hô tic’hlac’hari a rain̄t, pa wélot hô hen̄chou hag hô ôbériou ; ha c’houi a anavézô pénaoz né két héb abeg em bézô gréat kémen̄t-sé enn hé énep, émé ann Aotrou Doué.


————


XV. PENNAD


Tud Jérusalem lékéat hével oud ar c’hoat gwini.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz din, ô 1avarout :

2. Mâb dén, pétrâ a vézô gréat eûz ar c’hoat gwini, é-touez ann holl goajou, hag ann holl wéz a zô er c’hoajou ?

3. Ha béz’ é helleur kéméroud eûz hé goat évid ôber eul labour-bennâg, pé ôber eunn hibil gan̄t-han̄, évit lakaad ennn dra a-zistribiḻ out-han̄ ?

4. Chétu é rôeur anézhan̄ da voéd d’ann tân ; ann tân a losk ann daou benn anézhan̄, hag ar c’hreiz a zô lékéat é ludu ; ha mad é vézô da ôber eunn dra-bennâg ?

5. Pa oa krenn, ne oa mâd da nétra ; pa vézô bét losket ha dévet gan̄d ann tân, ha mâd é vézô da eul labour-bennâg ?

6. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Ével ma em eûz roet ar c’hoat gwini, é-touez gwéz ar c’hoajou, d’ann tân évit béza dévet, ével-sé é rinn da dûd Jéruzalem.

7. Ha mé a lakai va dremm enn hô énep ; don̄t a rain̄t er-méaz eûz ann tân, hag ann tân hô bévézô ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou ; p’am bézô lékéat va dremm enn hô énep,

8. Ha p’am bézô lékéat hô douar da véza dihen̄t ; ô véza ma in̄t bét gwallérien, émé ann Aotrou Doué.


————


XVI. PENNAD


Dizanaoudégez ha gwallou all Jéruzalem.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûas d’in, ô lavarout :

2. Mâb dén, rô da anaout da Jéruzalem hé argarzidigézou ;

3. Hag é liviri : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué da Jéruzalem : Da c’hrisien ha da wenn a zeû eûz a zouar Kanaan ; da dâd a oa Amorréad, ha da vamm sétéadez.

4. Pa oud bét ganet, é deiz da c’hanédigez, né két bét trouc’het da végel ; n’oud két bét gwalc’het gan̄d dour évid da nétaat, na glanet gan̄t c’hoalen, na gôlôet gan̄t trésiou,

5. Lagad é-béd n’en deûz bét truez ouz-id, évid ôber enn da géver unan eûz ann traou-zé, ha diskouéza hé drugarez d’id ; hogen taolet oud bét war c’horré ann douar gan̄d dispriz da éné, enn deiz é péhini oud bét ganet.

6. Hôgen ô tréménout ébiou d’id, az kwéliz flastret dindân ann treid enn da c’hoad ; hag é liviriz d’id pa oaz enn da c’hoad : Bév, émé-vé, bév enn da c’hoad.

7. Da lékéat em eûz da greski ével géot ar parkéier ; kresket éch eûz ; brâz oud deûet, hag ével eur vaouez klôk ; da zivronn a zô bét c’houézet, ha da vléô a zô bét savet ; ha té a oa enn noaz, ha leûn a véz.

8. Tréméned ounn ébiou d’id, hag em eûz sellet ouz-id ; ha chétu da amzer a oa ével amzer ann hini a dlié béza karet ; ha mé em eûz astennet va man̄tel war-n-od, hag em eûz gôlôet da vézégez. Ha mé em eûz touet d’id ; hag eur gévrédigez em eûz gréat gan-ez, émé ann Aotrou Doué ; ha té a zô deûet d’in.

9. Da walc’het em eûz enn dour, da nétéet em eûz eûz ar goad a oa ouz-id ; hag em eûz da lardet gan̄d éôl.

10. Da wisket em eûz gan̄d eur zaé marellet, da arc’hennet em eûz gan̄t boulou limestra ; da c’hourizet em eûz gan̄t lîn moan, da c’hôlôet em eûz gan̄d diḻad kaer.

ll. Gan̄t kin̄klérézou kaer em eûz da vravéet ; lagadeonou em eûz lékéat oud da zivrec’h, hag eur gelc’hen oud da c’houzouk.

12. Eur gin̄klérez em eûz rôet d’id évid da dâl, ha lagadennou évid da ziskouarn, hag eur gurunen gaer war da benn.

13. Kin̄klet oud bét gan̄d aour hag arc’han̄t ; gwisket oud bét gan̄t lîn moan, gan̄t seiz ha gan̄t mézer marellet ; bleûn̄ gwiniz, ha mél, hag éôl éc’h eûz debret ; kaer-brâz oud deûet da véza, ha da rouanez oud deûet.

14. Ha brudet-brâz eo bét da hanô é-touez ar brôadou, enn abek d’as kéned ; ô véza ma oaz deûet kaer-brâz gan̄d ar géned em boa lékéat enn-od, émé ann Aotrou Doué.

15. Hag ô lakaad da fisian̄s enn da gaerded, oud en em rôet d’ar c’hadélez enn da hanô, hag oud en em zaotret gan̄d kémen̄d a dréméné, évit béza d’ézhô.

16. Kéméret éc’h eûz ivé eûz da ziḻad, hag éc’h eûz hô griet évid ôber d’id lec’hiou uc’hel ; hag en em rôet oud war-n-ézhô d’ar c’hadélez, ével n’eo bét biskoaz ha na vézô bikenn.

17. Kéméret éc’h eûz ivé da gin̄klérézou, gréat gan̄t va aour, ha gan̄t va arc’han̄t em bôa rôet d’id ; hag éc’h eûz gréat gan̄t-hô skeûdennou goazed ; hag en em rôet oud gan̄t-hô d’ar c’hadélez.

18. Kéméret éc’h eûz ivé da ziḻad marellet, hag éc’h eûz hô gôlôet gan̄t-hô ; ha va éôl, ha va louzou-c’houés-vâd éc’h eûz lékéat dira-z-hô.

19. Va bara, em bôa rôet d’id, ar bleûn̄-gwiniz hag ann éôl, hag ar mél, gan̄t péré em eûz da vaget, éc’h eûz lékéat dira-z-hô ével eur sakrifiz a c’houés vâd ; ével-sé éc’h eûz gréat, émé ann Aotrou Doué.

20. Kéméret éc’h eûz ivé da vipien, ha da verc’hed, ez pôa ganet évid-oun ; hag éc’h eûz ho c’henniget évit béza dispennet. Ha bihan eo da c’hadélez ?

21. Lazet éc’h eûz va bugalé, hag oc’h hô c’henniga d’ézhô, éc’h eûz hô dilézet gan̄t-hô .

22. Ha goudé da holl argarzidigézou ha da c’hadélézou, n’éc’h eûz két bét a goun eûz a zeisiou da iaouan̄ktiz, pa oaz enn noaz, ha leûn a véz, ha flastret enn da c’hoad.

23. Ha goudé da holl zrougiez eo bét c’hoarvézet (gwâ, gwâ té, émé ann Aotrou Doué),

24. Ma éc’h eûz savet évid-od eul léac’h hudur, ha ma éc’h eûz gréat évid-od war bép leûr-kéar eunn ti a c’hadélez.

25. É penn péb hen̄t éc’h eûz savet arouéz da c’hadélez ; argarzuz eo bét lékéat gan-éz da c’héned ; lédet éc’h eûz da dreid gan̄t pép tréméniad, hag éc’h eûz paottet da c’hadélézou.

26. En em rôet oud d’ar c’hadélez gan̄t mipien ann Éjipt da amézeien, péré hô deûz korfou brâz ; hag éc’h eûz paottet da c’hadélézou évit va héga.

27. Hôgen chétu mé a astennô va dourn war-n-od, hag a lamô digan-éz da zidamallidigez ; da rei a rinn da frouden merc’hed ar Filistined peré a gasa ac’hanod, ha péré a zeû da rusia eûz da wall hen̄t.

28. En em rôet oud ive d’ar c’hadélez gan̄t mipien ann Assiried, ô véza n’ez pôa két bét c’hoaz da walc’h ; ha goudé ma oud bét en em rôet d’ar c’hadélez-zé, n’éc’h eûz két bét c’hoaz da walc’h.

29. Hag éc’h eûz paottet da c’hadélez é douar Kanaan gan̄d ar C’haldéed ; ha n’éc’h eûz két bét c’hoaz da walc’h.

30. Pénaoz é c’hlaninn-mé da galoun, émé ann Aotrou Doué, pa éc’h eûz gréat kémen̄t-sé, ével eur c’hrég gadal ha divézet ?

31. Râg eul léac’h hudur éc’h eûz savet é penn péb hen̄t, hag eunn ti a c’hadélez éc’h eûz gréat war bép leûr-kéar ; n’oud két bet ével eur c’hrek-fall (M), péhini a zispriz ar péz a gennigeur d’ézhi, évit kreski hé gôbr.

32. Hôgen ével eur c’hrég avoultr, péhini a glask diavésidi, hag a bella diouc’h he ozac’h.

33. D’ann holl merc’hed fall (M) é rôeur gôbr ; hôgen té éc’h eûz rôet gôbr d’ar ré holl a garé ac’hanod ; ha té a réa rôou d’ézhô, évit ma teujen̄t a bép tû d’az kavout, évid en em rei d’ar c’hadélez gan-éz.

34. Ével-sé eo bét c’hoarvézet enn-od enn da c’hadélézou ann éneb eûz ar péz a c’hoarvez er merc’hed all ; ha na vézo két a c’hadélez hén̄vel oud da hini ; rag ô véza rôet ar gôbr, é léac’h hé zigémerout, éc’h eûz gréat ann énep d’ar ré all.

35. Râk-sé, grek-fall (M), sélaou gér ann Aotrou.

36. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma éc’h eûz feltret da arc’han̄t, ha ma éc’h eûz diskuliet da vézégez enn da c’hadélézou gan̄d ar ré a gérez, ha gan̄d idolou da argarzidigézou é goad da vipien, éc’h eûz rôet d’ézhô ;

37. Chétu mé a strollô ar ré holl a garé ac’hanod, ha gan̄d péré oud en em zaotret ; hag ar ré holl éc’h eûz karet, gan̄d ar ré holl éc’h eûz kaséet ; ha mé hô strollô holl enn da énep a bép tû ; hag é likiinn enn noaz da vézégez dira-z-hô, hag hî a wélô da holl hudurez.

38. Da varna a rinn ével ann avoultrérézed, hag ar ré a skuḻ ar goad ; ha lakaad a rinn da skuḻa da c’hoad er frouden hag er warizi.

39. Da rei a rinn étré hô daouarn ; hag hî a freûzô da léac’h hudur, hag a ziskarô da dî a c’hadélez ; tenna a rain̄t da ziḻad digan-éz, skrapa a raint da gin̄klérézou ; hag hî az lézô enn noaz ha leûn a véz.

40. Digas a rain̄t enn da éneb eul lôd brâz a dûd, hag é labézin̄t ac’hanod gan̄t mein, hag e lazin̄t ac’hanod gan̄d hô c’hlézéier.

41. Dévi a rain̄t ivé da diez gan̄t tân, hag hî a rai war-n-od barnédigézou dirâk kalz a verc’hed ; ha té a éhanô da ôber gadéléziou ; ha na rôi mui a c’hôbr.

42. Va droug ouz-id a éhanô ; va oaz en em dennô diouz-id ; arzaôi a rinn, ha na vuanékainn mui,

43. O véza n’eo két deûet a goun d’id eûz a zeisiou da iaouan̄ktiz, ha ma éc’h eûz va héget é kémen̄t-sé ; râk-sé em eûz rôet da hen̄chou war da benn, émé ann Aotrou Doué ; ha n’em eûz két gréat hervez da wallou enn da holl argarzidigézou.

44. Chétu pép-hini a lavarô diwar da benn al lavar-kuzet-man̄ : Ével ma é oa ar vamm, éma ar verc’h.

45. Merc’h da vamm oud, péhini é deûz dilézet hé ozac’h hag hé bugalé ; ha c’hoar da c’hoarézed oud, péré hô deûz dilézet hô ézec’h hag hô bugalé. Sétéadez eo hô mamm, Amorréad eo hô tâd.

46. Da c’hoar héna eo Samaria, hî hag hé merc’hed, péré a choum oud da zourn kleiz ; ha da c’hoar iaouan̄ka eo Sodoma hag hé merc’hed, péré a choum oud da zourn déou.

47. N’éc’h eûz két hép-kén baléet enn hô hen̄chou, ha gréat ann hévélep gwallou ; hôgen dreist-hô oud éat tôst-da-vâd enn da holl hen̄chou.

48. Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, n’é deûz két gréat Sodoma da c’hoar hag hé merc’hed, ével ma éc’h eûz gréat, té ha da verc’hed.

49. Chétu pétrâ eo bét fallagriez Sodoma da c’hoar : ar balc’hded ; paodder ar bara hag eûz a bép-trâ ; hag hô éhan, ha hini hô merc’hed ; ha na astennen̄t két hô dourn d’ann ézommek ha d’ar paour.

50. Hag hî a zô bét savet hag hô deûz gréat hô argarzidigézou dira-z-oun ; ha mé em eûz hô dispennet, ével ma éc’h eûz hé wélet.

51. Samaria n’é deûz két gréat ann han̄ter eûz da béc’héjou : hôgen hô zrec’het éc’h eûz gan̄d da wallou ; ha didamallet éc’h eûz da c’hoarézed gan̄d ann holl argarzidigézou éc’h eûz gréat.

52. Doug éta da véz, pa éc’h eûz trec’het da c’hoarézed gan̄d da béc’héjou, oc’h ôber gwasoc’h égét-hô ; râk didamallet in̄t gan-éz ; béz éta mézékéet ha doug da véz, pa éc’h eûz didamallet da c’hoarézed.

53. Koulskoudé mé hô lakai enn hô reiz gen̄ta, hag a lakai da zistrei sklaved Sodoma hag he merc’hed, ha sklaved Samaria, hag hé merc’hed ; da lakaad a rinn ivé da zistrei enn hô c’hreiz.

54. Évit ma tougi da véz, ha ma vézi mézékéet gan̄t kémen̄t éc’h eûz gréat, évid hô dizoania.

55. Ha da c’hoar Sodoma hag hé merc’hed a zistrôi d’hô reiz kôz ; ha Samaria hag hé merc’hed a zistrôi d’hô reiz kôz ; ha té ha da verc’hed a zistrôi d’hô reiz kôz.

56. N’eo két bét deûet hanô Sodoma da c’hoar eûz da c’hénou, é deiz da valc’hded,

57. Abarz ma oé disklériet da zrougiez ; ével ma eo bét enn amzer-zé é péhini oud deûet eunn abeg a c’hoapérez évit merc’hed Siria, ha merc’hed ar Filistined, a zô trô-war-drô d’id.

58. Da wallou ha da véz éc’h eûz douget, émé ann Aotrou Doué.

59. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Ha mé a rai d’id ével ma éc’h eûz gréat, pa éc’h eûz disprizet al lé, ha torret ar gévrédigez.

60. Ha goudé-zé é teûi da goun d’in eûz ar gévrédigez em bôa gréat gan-éz é deisiou da iaouan̄ktiz ; hag é rinn gan-éz eur gévrédigez peûr-baduz.

61. Neûzé é teûzi da goun d’id eûz da hen̄chou, hag é vézi mézékéet, pa zigéméri gan-éz da c’hoarézed gôsa, gan̄d ar ré iaouan̄ka ; ha mé hô rôi da verc’hed d’id, ha nann dré da gévrédigez da-unan,

62. Ha mé a stardô va c’hévrédigez gan-éz ; ha té a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

63. Évit m’az pézô koun, ha ma vézi mézékéet, ha na helli mui digeri da c’hénou gan̄d da véz, pa vézinn deûet da habaskaat, ha da zisteûrel d’id kémen̄d éc’h eûz gréat, émé ann Aotrou Doué.


————


XVII. PENNAD


Lavar-kuzet ann daou er hag ar winien.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Mâb dén, kennig eur lavar-gôlôet, ha danével eûl lavar-kuzet diwar-benn tî Israel.

3. Hag é liviri : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Eur pikol er, péhini en dôa diou-askel brâz, hag eur c’horf hîr, gôlôet a blû a bép liou, a zeûaz war al Liban, hag a géméraz boéden eur wézen-sedr.

4. Diskolpa a réaz penn ar skourrou, hag é tizougaz anézhan̄ é brô Kanaan, hag é lékéaz anézhan̄ enn eur géar a varc’hadourien.

5. Hag hén̄ a géméraz eûz a hâd ar vrô, hag a lékéaz anézhan̄ enn douar da wenn, évit ma startajé hé c’hrisiou war ann doureier brâz : hag é plan̄taz anézhan̄ war c’horré ann douar.

6. Ha pa oé diwanet, é kreskaz enn eur winien lédan, hôgen izel enn hé zaol ; hag hé skourrou a zellé oud ann er ; hag hé grisiou a oa dindan-han̄. Don̄d a réaz éta da winien, hag é tougaz koat ha frouez, hag é tigasaz kreskou névez.

7. Hag é oé gwélet eunn er all, hag hén̄ brâz, gan̄t diou-askel brâz, ha gôlôet a blû ; ha chétu ar winien-zé é dôé ann doaré da gâs hé grisiou étrézeg enn-han̄, ha da astenna hé skourrou étrézég enn-han̄, évid hé zoura gan̄d ann dour a zeûé dré an̄chou hé flan̄ten.

8. Enn eunn douar mâd war galz a zouréier eo plan̄tet ; évit ma taolô koat, ma tougô frouez, ha ma teûi da véza eur winien vrâz.

9. Lavar : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Hag hî éta a zeûi da vâd ? Ha na ziframmô két hé grisiou-hî, ha na ziskarô két hé frouez-hî, ha na lakai két hé holl daoliou-hî da zizéc’ha, ha da wévi, ha gan̄d eur vréac’h gré, ha gan̄d eur bobl paot eo é tiframmô hé grisiou-hî ?

10. Chétu hî a zô plan̄tet ; hag hî éta a zeûi da vâd ? Pa vézô bét skôet gan̄d eunn avél loskuz, ha na zizéc’hô két ? Ha na wévô két é-kreiz doureier hé an̄chou ?

11. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

12. Lavar d’ann ti héguz : Ha na ouzoc’h-hu két pétrâ eo kémen̄t sé ? Lavar neûzé : Chétu roué Babilon a zeû da Jéruzalem ; hag hén̄ a gémérô ar roué hag hé brin̄sed, hag hô c’hasô gan̄t-han̄ da Vabilon.

13. Hag hén̄ a gémérô unan eûz a wenn ar roué, hag a rai kévrédigez gan̄t-han̄ ; hag hel lakai da ôber lé ; hag é kémérô ar ré gré eûz ar vrô.

14. Évit ma vézô vuel ar rouan̄télez-zé, ha n’en em c’horréô két ; hôgen ma choumô enn hé gévrédigez, ha ma hé mirô.

15. Hé-man̄ ô sével a-énep d’ézhan̄ a gasaz kannaded da roué ann Éjipt, évit ma rôjé d’ézhan̄ kézek, ha kalz a dûd. Hag hén̄ a zeûi da vâd ? Néb en deûz gréat enn doaré-zé, hag hén̄ a vézô dieûbet ? Néb en deûz torret ar gévrédigez, hag hén̄ a hellô tec’hout ?

16. Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, é vézô kaset hé-unan̄ da vrô ann hini en dôa hé lékéat da roué, gan̄t péhini en dôa gréat kévrédigez ; hag en deûz hé zorret ; hag hén̄ a varvô é-kreiz Babilon.

17. Ha Faraon na zeûi két gan̄d eunn armé vrâz ; hag eur bobl paot évit brézélékaat enn hé énep ; oc’h ôber kréou, hag ô sével késtel, é lazô kalz a dûd.

18. Râk disprizet en deûz hé lé, ha torret hé gévrédigez, ha chétu en deûz rôet hé zourn ; ha pétrâ-bennâg ma en déûz gréat kémen̄t-sé, na dec’hô két.

19. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Ével ma ounn béô, al lé en deûz disprizet, hag ar gévrédigez en deûz torret, a likiinn war hé benn.

20. Astenna a rinn va c’hidel war-n-ézhan̄ ; hag é vézô paket em rouéjou ; hag é tigasinn anézhan̄ da Vabilon, hag énô é varninn anézhan̄, enn abek d’ann drougiez gan̄t péhini en deûz va disprizet.

21. Hé holl dec’herien gan̄d hé holl armé a gouézô dindân ar c’hlézé ; hag ann dilerc’h anézhô a vézô skiñet e péb avel ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou em eûz komzet.

22. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Mé a gémérô boéden eûz a eur wézen-sedr uc’hel, hag hé likiinn ; terri a rinn eûz a vék hé skourrou eunn embouden, hag é plan̄tinn anézhi war eur ménez uc’hel ha dreist ar ré all.

23. War vénez uc’hel Israel é plan̄tinn anézhi, hag hi a daolô eur c’hresk, hag a rôi frouez, hag a zeûi da eur wézen-sedr brâz : hag al laboused holl a choumô dindan-hi, hag ann evned holl a rai hô neiz dindan skeûd hé skourrou.

24. Hag holl wéz ar vrô-zé a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou péhini em eûz vuéléet ar wézen uc’hel, hag em eûz gorréet ar wézen izel ; em eûz dizéc’het ar wézen c’hlâz, ha lékéat da zeliaoui ar wézen zéac’h. Mé eo ann Aotrou, em eûz hé lavaret, hag hé c’hréat.


————


XVIII. PENNAD


Pép hini en dévézô hérvez hé ôbériou.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Pérâg hoc’h eûs-hu trôet ar barabolen-man̄ é brô Israel, ha lékéat da lavar-paot, ô lavarout : Ann tadou hô deûz débret rézin c’hlâz, ha dent ar vugalé a zô bét kloc’het ?

3. Ével ma ounn béo, émé ann Aotrou Doué, ar barabolen-zé na vézô mui ével eur lavar-paot enn Israel.

4. Chétu ann holl énéou a zô d’in : ével éné ann tâd, éma éné ar mâb d’in̄ ; ann éné a béc’hô a varvô hé-unan.

5. Har d-eo eunn dén gwirion ; mar gra hervez ann éeunder hag ar wirionez ;

6. Ma na zebr két war ar ménésiou, ma na zâv két hé zaoulagad war idolou tî Israel ; ma na wall két grég hé nésa, ha ma na dôsta két oud he c’hrég hé-unan, pa éma hé misiou gan̄t-hi :

7. Ma na zoan dén ; mar tistol hé westl d’hé zléour ; ma na skrâp nétrâ dré ners ; ma rô eûz hé vara da néb en deûz naoun, hag eûz hé ziḻad da néb a zô enn noaz.

8. Ma na brést két war gampi, ha ma na gémer két muioc’h éget n’en deûz rôet ; mar tistrô hé zourn eûz ar fallagriez, ha ma rô eur gwir varn étré eunn dén hag eunn dén all :

9. Mar balé em c’hélennou, ha mar mîr va barnédigézou évid ôber ar wirionez ; hen-nez a zô gwirion, hag a vévô évit-gwîr, émé ann Aotrou Doué.

10. Mar gân-hén̄ eur mâb hag a vézô laer, hag a skuḻô ar goad, hag a rai unan eûz ar wallou-zé.

11. Ha pa n’hô grajé két holl ; hôgen mar tebr war ar ménésiou, mar saotr grég hé nésa ;

12. Mar g1ac’har ann ézommek hag ar paour, mar skrâb dré ners, ma na zistrô két ar gwéstl, mar sâv hé zaoulagad étrézég ann idolou, mar grâ argarzidigézou.

13. Mar rô war gampi, ha mar kémer ouc’h-penn ; hag hén̄ a vévô ? Na vévô két ; pa en dévézô gréat ann holl draou argarzuz-zé, é varvô, hag hé c’hoad a vézô war-n-ézhan̄ hé-unan.

14. Mar gân-hén̄ eur mab, péhini ô wélout ann holl wallou en dévézô gréat hé dâd, a vézô spoun̄tet, ha na rai két ével-t-han̄ ;

15. Péhini na zebrô két war ar ménésiou, na zavô két hé zaoulagad étrézég idolou tî Israel, na na wallô két grég hé nésa.

16. Péhini na c’hlac’har dén, na zalc’h két ar gwestl, na skrâp két dré ners, a rô eûz hé vara da néb en deûz naoun, hag a wisk néb a zô enn noaz ;

17. Péhini a zistrô hé zourn eûz a bép direiz é-kén̄ver ar paour, na rô két war gampi, ha na gémer két ouc’h-penn, a heûl va barnédigézou, hag a valé em c’hélennou ; hen-nez na varvô két é fallagriez hé dâd ; hôgen béva a rai.

18. Hé dâd péhini en deûz drouk-komzet, péhini en deûz gwasket hé vreûr ha gwall-c’hréat é-kreiz hé bobl, chétu eo marô enn hé fallagriez.

19. Hag é livirit : Pérâg ar mâb n’en deûz két douget fallagriez ann tâd ? O véza ma en deûz gréat ar mâb hervez ar varn hag ar reiz, ma en deûz miret va holl gélennou, ha ma en deûz hô sévénet ; râk-sé é vévô.

20. Ann éné en dévézô péc’het, a varvô hé-unan ; ar mâb na zougô két fallagriez ann tâd, hag ann tâd na zougô két fallagriez ar mâb ; reizded ann dén reiz a vézô war-n-ézhan̄, ha fallagriez ar fallagr a vézô war-n-ézhan̄.

21. Hôgen mar grâ ar fallagr pinijen eûz ann holl béc’héjou en deûz gréat, ha mar mîr va holl gélennou, na mar grâ barnédigez ha reizded ; é vévô évit-gwîr, ha na varvô két.

22. N’am bézô mui a goun eûz ar fallagriézou en dôa gréat ; er reizded en dévézô gréat é vévô.

23. Hag iouli a rann-mé marô ar fallagr, émé ann Aotrou Doué, pé gen̄toc’h ma tistrôi eûz hé hen̄chou, ha ma vévô ?

24. Hôgen mar tistrô ann dén reiz dioud hé reizded, mar grâ ar fallagriez, ha ma heuḻ ann argarzidigézou a ra peûrvuia ann dén fallagr, hag hén̄ a vévô ? Ann holl reizdédou en dôa gréat a vézô an̄kounac’héet ; enn hé wall hag enn hé béc’hed é varvô.

25. Hag é livirit : Né két reiz hen̄d ann Aotrou. Sélaouid éta, tî Israel : ha né két reiz va hen̄t, pé gen̄toc’h ha né két fall hoc’h hen̄chou-c’houi ?

26. Râk pa zistrôi ann dén reiz dioud hé reizded, ha pa rai ar fallagriez, é varvô enn-hô ; enn direizded en dévézô gréat é varvô.

27. Ha pa zistrôi ann dén fallagr dioud ar fallagriez en dévézô gréat, ha pa rai barnédigez ha reizded ; hén̄ a rôi ar vuez d’hé éné.

28. O véza éta m’en dévézô évéséet, ha ma vézô distrôet dioud ann holl fallagriézou en dévézô gréât, é vévô évit-gwîr, ha na varvô két.

29. Ha bugalé Israel a lavar : Né két reiz hen̄d ann Aotrou. Ha né két reiz va hen̄chou, tî Israel ; pé gen̄toc’h ha né két fall hoc’h hen̄chou-c’houi ?

30. Râk-sé, tî Israel, mé a varnô pép-hini hervez hé hen̄chou, émé ann Aotrou Doué. Distrôit, ha grît pinijen eûz hoc’h holl fallagriézou ; hag ar fallagriez na vézô két da goll d’é-hoc’h.

31. Taolit pell diouz-hoc’h ann holl wallou hoc’h eûz gréat, ha grît d’é-hoc’h eur galoun névez, hag eur spéred névez ; ha pérâg é varvot, ti Israel ?

32. Râk na ioulann két marô ann hini a varvô, émé ann Aotrou Doué : Distrôit étrézég enn-oun, ha bévit.


————


XIX. PENNAD


Rouéed Juda lékéat hévél oût léonédigou, ha Jéruzalem, oud eur winien.


1. Ha té, kémer kaon̄ war brin̄sed Israel,

2. Ha lavar : Pérâg da vamm péhini a zô eul léonez é deûs-hi gourvézet é-touez al léoned, hag é deûs-hi maget hé ré vunud é-kreiz al léonédigou ?

3. Hag hî é deûz digaset unan eûz hé léonédigou, hag hén̄ a zô deûet da léon ; desket en deûz da baka preiz, ha da zibri tûd.

4. Ar brôadou hô deûz klévet hanô anézhan̄ ; ha né két hép gouliou digan̄t-han̄ hô deûz hé baket ; hag hî hô deûz hé zigaset da vrô ann Éjipt goudé béza hé chadennet.

5. Pa wélaz hî pénaoz é oa deûet diners, hag é oa kollet hé géd, é kéméraz eunn all eûz hé léonédigou, hag a lékéaz anézhan̄ da léon.

6. Hé-man̄ a gerze é touez al léoned, hag a zeûaz da léon ; deski a réaz da baka preiz ha da zibri tûd.

7. Deski a reaz da ôber in̄tan̄vézed, ha da lakaad didûd ar c’hériou ; hag ann douar, ha kémen̄d a oa enn-han̄ a oé an̄kéniet gan̄t trouz hé iudérez.

8. Neûzé brôadou ar brovin̄sou en em strollaz enn hé éneb a bép tû ; hag hî a daolaz hô rouéjou war-n-ézhan̄, hag hé bakaz, nann hép gouliou digan̄t-han̄.

9. Hag hî a lékéaz anézhan̄ enn eur gaoued, ha goudé béza hé chadennet, é kaschon̄t anézhan̄ da roué Babilon ; hag é oé lékéat enn eur vac’h, évit na vijé klévet mui hé iudérez war vénésiou Israel.

10. Da vamm a zô ével eur winien a zô bét plan̄tet enn da c’hoad a-ziouc’h ann dour ; hé frouez hag hé c’hoat a zô bét kreskét gan̄d ann douréier vrâz.

11. Hag ar gwialennou kré a zô bét savet diout-hi a zô deûet da walennou d’ar brin̄sed, hag hé zaol a zô bét savet é-kreiz hé skourrou ; hag huel-brâz eo en em wélet é-touez al lôd brâz eûz hé skourrou.

12. Hag hî a zô bét dic’hrisiennet gan̄t buanégez, ha taolet oud ann douar ; hag eunn avel loskuz é deûz dizéc’het hé frouez ; hé gwialennou kré a zô deûet da véza gwan ha séac’h ; ann tân en deûz hé losket.

13. Ha bréma eo bét treûz-plan̄tet enn distrô, enn eunn douar dihen̄t ha dizour.

14. Hag eunn tan a zô savet eûz a wialen hé skourrou, péhini en deûz loun̄ket hé frouez ; ha na oé mui enn-hi a wialen gré da walen d’ar brin̄sed. Eur c’haon̄ eo hag eûr c’haon̄ é vézô.


————


XX. PENNAD


Ann Aotrou a rébech d’hé bobl hé idolatri.


1. Er seizved bloaz, er pempved mîz, enn dékved deiz eûz ar mîz, é teûaz lôd eûz a hénaoured Israel, évit goulenn kuzul digand ann Aotrou ; hag hî a azézaz dira-z-oun.

2. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

3. Mâb dén, komz out hénaoured Israel, ha lavar d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Ha n’oc’h két deûet c’houi évid ôber goulennou digan-én̄ ? Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, na respoun̄tinn két d’é-hoc’h.

4. Mar barnez anézhô, mâb dén, mar barnez anézhô ; diskouéz d’ézhô argarzidigézou hô zadou.

5. Ha lavar d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Enn deiz é péhini é tilenniz Israel, hag é saviz va dourn evit gwenn tî Jakob, hag en em ziskouéziz d’ézhô é douar ann Éjipt, hag é saviz va dourn évit-hô, ô lavarout : Mé eo ann Aotrou hô Toué.

6. Enn deiz-zé é saviz va dourn évit-hô, évit ma tenjenn anézhô eûz a zouar ann Éjipt, évid hô c’hâs enn eunn douar é péhini é tivér al léaz hag ar mél ; péhini eo ar gwella é-touez ann holl zouarou.

7. Hag é liviriz d’ézhô : Pellaet pép-hini ann argarzidigézou diouc’h hé zaoulagad ; ha n’en em zaotrit két gan̄d idolou ann Éjipt. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

8. Hôgen hi hô deûz va héget, ha né két fellet d’ézhô va sélaoui ; n’en deûz két pelléet pép-hini ann argarzidigézou diouc’h hé zaoulagad, ha n’hô deûz két dilézet idolou ann Éjipt. Ha mé em bôa lavaret pénaoz é skuḻfenn va buanégez war-n-ézhô, hag é sévenchenn va frouden enn-hô é-kreiz douar ann Éjipt.

9. Hôgen évit va hanô em eûz gréat, évit na vijé két saotret dirâg ar brôadou, é-kreiz péré édon̄t, ha dirâk péré ounn en em ziskouézet, évid hô zenna eûz a zouar ann Éjipt.

10. Hô zennet em eûz éta eûz a zouar ann Éjipt, hag em eûz hô c’haset enn distrô.

11. Hag em eûz rôed d’ézhô va c’hélennou, ha diskouézet d’ézhô va barnédigézou ; évit pa hô grai ann dén, ma vévô enn-hô.

12. Ouc’hpenn em eûz rôet d’ézhô va deisiou Sabbat, évit ma vijen̄t da arouéz étré mé hag hî ; ha ma wézchen̄t pénaoz eo mé ann Aotrou péhini a zan̄téla anézhô.

13. Hôgen bugalé Israel hô deûz va héget enn distrô ; n’hô deûz két baléet em c’hélennou ; distaolet hô deûz va barnédigézou é miridigez péré é vév ann den ; va deisiou sabbat hô deûz gwall zaotret ivé ; lavaret em bôa éta pénaoz é skuḻfenn va frouden war-n-ézhan̄ enn distrô, hag é tispenfenn anézhô.

14. Hôgen enn abek d’am hanô em eûz gréat, évit na vijé két saotret dirâg ar brôadou, eûz a greiz péré, ha dirâk péré em eûz hô zennet.

15. Savet em eûz éta va dourn war-n-ézhan̄ enn distrô pénaoz n’hô digasfenn két enn douar em bôa rôet d’ézhô, é péhini é tiver al léaz hag ar mél, hag a zô ar c’hen̄ta eûz ann holl zouarou :

16. O véza ma hô deûz distaolet va barnédigézou, ha n’hô deûz két baléet em c’hélennou, ha ma hô deûz saotret va deisiou sabbat ; râk hô c’haloun a iéa war-lerc’h hô idolou.

17. Va lagad en deûz sellet a druez out-hô ; ha n’em eûz két hô lazet ; n’em eûz két hô c’haset-da-nétra enn distrô.

18. Hôgen mé em eûz lavaret d’hô bugalé enn distrô : Na gerzit két é kélennou hô tadou, na virit két hô barnédigézou ha n’en em zaotrit két gan̄d hô idolou.

19. Mé eo ann Aotrou hô Toué : Baléit em c’hélennou, mirit va barnédigézou, ha sévénit-hô :

20. San̄télit ivé va deisiou sabbat, évit ma vézin̄t da arouéz étré mé ha c’houi, ha ma wiot pénaoz eo mé ann Aotrou hô Toué.

21. Hôgen hô bugalé hô deûz va héget ; n’hô deûz két baléet em c’hélennou, n’hô deûz két miret va barnédigézou, na sévénet anézhô, é miridigez péré é vév ann dén ; va deisiou sabbat hô deûz saotret ; hag em eûz hô gourdrouzet da skuḻa va frouden war-n-ézhô, ha da walc’ha va buanégez out-hô enn distrô.

22. Hôgen distroet em eûz va dourn, hag em eûz gréat enn abek d’am hanô, évit na vijé két saotret dirâg ar brôadou, eûz a greiz péré em bôa hô zennet, ha dira-z-hô.

23. Savet em eûz c’hoaz va dourn war-n-ézhô enn distrô, ma skiñfenn anézhô é-touez ar brôadou, hag é kaschenn anézhô é brôiou pell ;

24. O véza n’hô dôa két gréat va barnédigézou, m’hô dôa distaolet va c’hélennou, m’hô dôa saotret va deisiou sabbat, ha m’hô dôa hô daoulagad heûliet idolou hô zadou.

25. Râk-sé em eûz rôet d’ézhô kélennou péré n’in̄t két mâd, ha barnédigézou é péré na gavin̄t két ar vuez.

26. Hag em eûz hô zaotret enn hô rôou, pa gennigen̄t évid hô gwallou kémen̄d a zigoré ar c’hôv, évit ma wézin̄t pénaoz eo mé ann Aotrou.

27. Râk-sé, mâb dén, komz out tî Israeï, ha lavar d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Hô tadou hô deûz c’hoaz va héget é kémen̄t-man̄, pa hô deûz va gwallet gan̄d dispriz ;

28. Goudé m’em dôé hô digaset enn douar em bôa touet é rôjenn d’ézhô ; gwélet hô deûz ann holl gréc’hiennou huel, hag ann holl wéz déliaouuz, hag énô hô deûz lazet hô viktimou ; énô hô deûz rôet hô c’hennigou héguz, énô hô deûz lékéat hô louzou c’houés-vâd, hag énô hô deûz skuḻet hô braoued-kennigou.

29. Neûzé é liviriz d’ézhô : Pétrâ eo al léac’h-huel-zé étrézé péhini éz îd ? Hag ann hanô a léac’h-uuel a zô bét rôet d’ézhan̄ bétég-henn.

30. Râk-sé lavar da dî Israel : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : En em zaotra a rit é hen̄t hô tadou : d’hô gadélez en em rôit, oc’h heûlia hô idolou :

31. Gan̄d ar c’hennig eûz hô rôou, pa dréménid hô pugalé dré ann tân, en em zaotrit enn hoc’h holl idolou bétég-henn ; ha goudé-zé é respoun̄tfenn d’é-hoc’h, ti Israel ? Ével ma oûnn béô, émé ann Aotrou Doué, na respoun̄tinn két d’é-hoc’h.

32. Na vézô két sévénet ménoz hô spéred, pa livirit : Nî a vézô ével ar brôadou, hag ével ar boblou a1l eûz ann douar, hag éc’h azeûlimp ar c’hoat hag ar vein.

33. Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, gan̄d eunn dourn kré, ha gan̄d eur vréac’h astennet, ha gan̄d ann diskarg eûz va frouden, é réninn war-n-hoc’h.

34. Mé hô tennô eûz a douez ar boblou ; mé hô strollô eûz ar brôiou é péré oc’h bét skiñet ; ha gan̄d eunn dourn kré, ha gan̄d eur vréac’h astennet, ha gan̄d ann diskarg eûz va frouden, é réninn war-n-hoc’h,

35. Hag é tigasinn ac’hanoc’h é distrô ar boblou ; hag énô é vreûtaimp kévret kéver-é-kéver.

36. Ével ma em eûz breûtéet ouc’h hô tadou é distrô brô ann Éjipt, ével-sé é varninn ac’hanoc’h, émé ann Aotrou Doué.

37. Ha mé hô lakai da bléga dindân va gwalen, hag hô tigasô é éréou va c’hévrédigez.

38. Ha mé a rannô diouz-hoc’h ar ré amzen̄t, hag ar ré fallagr, hag é tenninn anézhô eûz ar vrô é péhini é choumon̄t, ha n’az ain̄t két é brô Israel ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou :

39. Ha c’houi, tî Isrâel, ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Baléit pép-hini war-lerc’h hoc’h idolou, ha servichit anézhô. Ma na zélaouit két c’hoaz ac’hanoun é kémen̄t-sé, ha mar saotrit hivizikenn va hanô san̄tel gan̄d hô rôou hag hoc’h idolou :

40. War va ménez san̄tel, war vénez huel Israel, émé ann Aotrou Doué, énô holl di Israél a zervichô ac’hanoun ; holl, émé-vé, enn douar é péhini é vézin̄t hétuz d’in ; hag énô eo é tigémérinn hô préveûdiou, hag ar c’hen̄ta frouez eûz hô téogou, hag hoc’h holl san̄télézou.

41. Ével eur c’hennig a c’hoûés-vâd é tigémérinn ac’hanoc’h, p’am bézô hô ténnet eûz a douez ar bobloû, hag em bézô hô strollet eûz ar brôiou é péré oc’h bét skiñet, hag é vézinn san̄télet enn-hoc’h dirâg ar brôadou.

42. Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô hô lékéat da von̄t é douar Israel, ann douar em eûz savet va dourn a rôjenn d’hô tadou.

43. Hag énô é teûi da goun d’é-hoc’h eûz hoc’h hen̄chou, hag eûz ann holl wallou gan̄t péré oc’h en em zaotret ; hag é tisplijod d’é-hoc’h hoc’h-unan gan̄d ar gwél eûz ann holl zrougou hoc’h eûz gréat.

44. Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô gréat vâd d’é-hoc’h enn abek d’am hanô, ha nann hervez hô kwall hen̄chou, hag hervez hô kwallou argarzuz, tî Israel, émé ann Aotrou Doué.

45. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

46. Laka da zaoulagad, mâb dén, war-zû ar c’hrésteiz, ha diver da c’hériou étrézég ann Afrika, ha diougan diwar-benn koat park ar c’hrésteiz.

47. Ha lavar da goat ar c’hresteiz : Sélaou gér ann Aotrou : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a lakai ann tân da gregi enn-od, hag é tévinn enn-od ann holl wéz c’hlaz, hag ann holl wéz séac’h ; ha na vougô két ar flamm eûz ann tân-zé : hag é vézô dévet gan̄t-han̄ ann holl zremmou adaleg ar c’hrésteiz bétég ann han̄ter-nôz.

48. Hag ann holl gîg a wélô pénaoz eo mé ann Aotrou em eûz lékeat ann tân enn-han̄, ha na vézô két mouget.

49. Ha mé a lavaraz : A, a, a, Aotrou Doué. Hî a lavar diwar va fenn : Ha na gomz két hé-man̄ gan̄t lavariou-kuzet ?


————


XXI. PENNAD


Klézé ann Aotrou tennet a-éneb hé bobl.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lararout :

2. Mâb dén, laka da zaoulagad war-zu Jéruzalem, ha diver da c’hériou étrézég ar san̄tuar, ha diougan a-énep douar Israel :

3. Ha lavar da zouar Israel : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu me a zeû étrézég enn-od, hag é tenninn va c’hlézé eûz hé c’houin, hag é lazinn enn hô touez ann dén reiz hag ann dén direiz.

4. Hag ô véza ma tléann da laza enn hô touez ann dén reiz hag ann dén direiz, va chlézé a iélô er-méaz eûz hé c’houin a-éneb ann holl gîg, adaleg ar c’hrésteiz bétég ann han̄ter-nôz.

5. Évit ma wézô pép kîk pénaoz eo mé ann Aotrou, péhini em eûz tennet va c’hlézé eûz hé c’houin hép galv.

6. Hôgen té, mâb dén, hirvoud kén na darzô da zigroazel ; hirvoud gan̄t-hô gan̄t c’houervder.

7. Ha pa livirin̄t d’id : Pérâg éc’h huanadez ? É liviri : Gan̄d ar péz a glévann ; râg hén̄ a zeû ; hag ann holl galounou a zizéc’hô, hag ann holl zaouarn a vézô diners, hag ann holl spéréjou a vézô gwanet, hag ann dour a rédô héd-da-héd ann holl c’hlinou ; chétu é teû, hag é c’hoarvez, émé ann Aotrou Doué.

8. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

9. Mâb dén, diougan ha lavar : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Komz : Ar c’hlézé, ar c’hlézé a zô lemmet ; limet eo.

10. Lemmet eo évit laza ar viktimou ; limet eo évit teûrel skéd : râk té eo éc’h eûz diskaret gwalen va mâb, hag éc’h eûz trouc’het ann holl wéz.

11. Hag hé rôet em eûz d’ézhan̄, évid hé zerc’hel enn hé zourn ; évid hé lemma, hag hé lima, hag hé lakaad é dourn ann hini a dlé laza.

12. Garm, ha iûd, mâb dén ; râk tennet eo out va fobl, hag oud holl brin̄sed Israel, a zô bét tec’het dira-z-han̄ ; d’ar c’hlézé in̄t bét rôet gan̄t va fobl ; râk-sé skôit war hô morzed :

13. Râg eunn arnod eo ; ha pa dorfé ar walen, na vézô mui, émé ann Aotrou Doué.

14. Té éta, mâb dén, diougan ha skô da zaouarn ann eil oud égilé, ra zeûi diou ha teir gwéach klévé al lazérien ; hen-nez eo klézé al lazérez brâz, hô lakai da zaouzani,

15. A lakai ar galonou da zizéc’ha, hag a gresko ann disman̄trou. Digas a rinn ar spoun̄t oud hô holl zôriou dirâg ar c’hlézé lemm-zé, limet évit luc’ha, béget évit laza.

16. Lemm, da vég ; kéa a zéou pé a gleiz, é pé léac’h-bennâg ma plijô d’as dremm.

17. Mé ivé a stokô va daouarn ann eil enn égilé, hag a leûniô va buanégez. Mé eo ann Aotrou em eûz komzet.

18. Ha gér ann Aotrou a zô deûet d’in, ô lavarout :

19. Ha té, mâb dén, laka d’id daou hen̄t, dré béré é hellô don̄t klézé roué Babilon ; eûz a eunn hévéleb brô é teûon̄t hô-daou ; hag hén̄ ô véza enn eur géar é penn ann daou hen̄t, a dennô d’ar sort dré béhini éz ai.

20. Eunn hen̄t a likii dré béhini éz ai ar c’hlézé étrézé Rabbat é brô bugalé Ammon, hag étrézé brô Juda, da Jéruzalem kéar kré-brâz.

21. Râk roué Babilon a arzaôaz er c’hroaz-hen̄t é penn ann daou hen̄t, ann diouganérez a glaskaz, ô veski ar saésiou ; kuzul a c’houlennaz digan̄d hé idolou, ar bouzellou a ardamézaz.

22. Kouéza a réaz ann diouganérez war Jéruzalem, a ioa enn tu déou ; hén̄ a zavaz ijinou brézel, a zigoraz hé c’hénou évid al lazérez, a réaz garmou brâz, a zavaz ann ijinou brézel oud ann ôriou, a réaz savennou-douar, hag a zavaz kréou.

23. En̄voradur ann oraklou a vézô évit-hô ével eunn dra didalvez, hag hî a wélô enn-han̄ ével eunn dén é éhan ann deisiou sabbat : hôgen hén̄ en dévézô koun eûz hé fallagriez, hag a zeûi évid hé c’hémérout.

24. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma hoc’h eûz digaset koun eûz hô fallagriez, ma hoc’h eûz rôet da anaout hô kwallérézou, ha ma eo en em ziskouézet hô péc’héjou enn hoc’h holl vénosiou ; ô véza, emé-vé, ma hoc’h eûz hô digaset da goun, é viot kéméret gan̄d ann dourn.

25. Hôgen té, den hép doujans, prin̄s fallagr a Israel, chétu ann deiz a oa merket évit kastiza da fallagriez.

26. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Tenn ar mitr, tenn ar gurunen. Ha né két houn-nez é deûz uc’héléet ann hini vuel, ha vuéléet ann hini uc’hel ?

27. Ar fallagriez, ar fallagriez, ar fallagriez a ziskouézinn ; ha kémen̄t-sé na c’hoarvézô kén na zeûi ann hini da biou eo ar varn ; hag hé rôinn d’ézhan̄.

28. Ha té, mâb dén, diougan, ha lavar : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué diwar-benn bugalé Ammon, ha diwar-benn hô mézégez ; hag é liviri : Klézé, klézé, en em zic’houin évit laza ; en em lim évit ma lazi ha ma luc’hi,

29. É-pâd ma wélon̄t traou didalvez diwar da benn, ha ma lavar gévier hô diouganerien ; évit ma kouézi war benn ar ré fallagr, ha ma ho gôlôi a c’houliou, pa vézô deûet ann deiz a oa bét merket évit kastiza hô fallagriez.

30. Distrô enn da c’houin, el léac’h é péhini oud bét krouet, é douar da c’hanédigez az parninn,

31. Hag é skuḻinn va frouden war-n-od ; tân va buanégez a c’houézinn enn-od, hag é rôinn ac’hanod étré daouarn tûd diboeil hag a aoz ar marô.

32. Da voéd é vézi d’ann tân, da c’hoad a vézô é-kreiz ann douar, d’ann an̄kounach é vézi rôet ; râk mé eo ann Aotrou, em eûz hé lavaret.


————


XXII. PENNAD


Gwallou Jérusalem a hast hé disman̄tr.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Ha té, mâb dén, ha na varni-dé két, ha na varni-dé két ar géar a c’hoad ?

3. Diskouéza a ri d’ézhi hé holl argarzidigézou, hag é liviri : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Houn-nez eo ar géar a skuḻ ar goâd enn hé c’hreiz, évit ma teui hé amzer ; hag é deûz gréat idolou enn hé éneb hé-unan, évid en em zaotra.

4. En em wallet oud, gan̄d ar goâd éch eûz skuḻet ; en em zaotret oud, gan̄d ann idolou éc’h eûz gréat ; ha té éc’h eûz tôstéet da zeisiou, hag éc’h eûz hastet amzer da vloavésiou ; râk-sé em eûz da rôet da zismégan̄s d’ar brôadou, ha da c’hoapérez d’ann holl vrôiou.

5. Ar ré a zô tôst, hag ar ré a zô pell a drec’hô ac’hanod : té péhini a zô en em zaotret, a vézô brudet ha brâz da ziskar.

6. Chétu holl brin̄sed Israel a zô en em harpet war hô bréac’h évit skuḻa goâd enn-od.

7. Gwallet hô deûz enn-od tâd ha mamm, duet hô deûz enn da greiz ann diavésiad, glac’haret hô deûz enn-od ann emzivad hag ann in̄tan̄vez.

8. Va zan̄tuar éc’h eûz disprizet, ha va deisiou sabbat éc’h eûz saotret.

9. Labennérien a zô bét enn-od évit skuḻa ar goâd ; war ar ménésiou hô deûz débret enn-od ; gwallou hô deûz gréat enn da greiz.

10. Mézégez hô zâd hô deûz dizôlôet enn-od ; saotr ar c’hrég enn hé misiou hô deûz vuéléet enn-od.

11. Pép-hini anézhô en deûz gwallet grég hé nésa ; ann tâd-kaer en deûz gwallet gan̄d eur c’hadélez hé verc’h-kaer ; ar breûr en deûz gwallet enn-od hé c’hoar, merc’h hé dâd.

12. Rôou hô deûz digéméret enn-od, évit skuḻa ar goâd ; eur gounid hag eur c’hampi direiz éc’h eûz digéméret ; hag éc’h eûz duet da nésa dré bizoni ; hag éc’h eûz va an̄kounac’héet, émé ann Aotrou Doué.

13. Râk-sé chétu em eûz stoket va daouarn a-énep da bizoni, hag a-éneb ar goâd a zô bét skuḻet enn da greiz.

14. Da galoun hag hî a hellô en em harpa, da zaouarn hag hî a hellô en em fougéa, enn deisiou a zigasinn d’id ? Mé eo ann Aotrou em eûz komzet, hag é rinn.

15. Râk mé a skiñô ac’hanod é-touez ar brôadou, hag a wen̄tô ac’hanod é-kreiz ar boblou : hag é likiinn da éhana enn-od da hudurez.

16. Ha mé a berc’henno ac’hanod dirag ar brôadou : ha té a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

17. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

18. Mâb dén, tî Israel a zô bét trôet évid-oun é kenn ; holl éz in̄t arem, ha stéan, hag houarn, ha ploum é-kreiz ar fornigel ; kenn arc’han̄t in̄t deûet.

19. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma oc’h bét trôet holl é kenn, râk-sé chétu hô strollinn holl é-kreiz Jéruzalem,

20. Ével ma strolleur ann arc’han̄t, hag ann arem, hag ar stéan, hag ann houarn, hag ar ploum é-kreiz ar fornigel ; é chouézinn tân war-n-ézhô évid hô zeûzi ; ével-sé é strollinn ac’hanoc’h em frouden, hag em buanégez, hag é arzaôinn ; hag é teûzinn ac’hanoc’h.

21. Ha mé hô strollô, hag a c’houézô war-n-hoc’h va frouden, hag é viot teûzet enn hé c’hreiz.

22. Ével ma teûzeûr ann arc’han̄t é-kreiz ar fornigel, ével-sé é viot teûzet enn hé c’hreiz ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô skuḻet va frouden war-n-hoc’h.

23. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

24. Mâb dén, lavar d’ézhô : Eunn douar dic’hlan oud, né két bét glépiet gan̄d ar glaô é deiz va frouden.

25. Ar brofeded a zô bét dispac’het enn hé c’hreiz ; ével eul léon a iûd, hag a skrap hé breiz, hô deûz loun̄ket ann énéou ; madou brâz ha gôbrou hô deûz digéméret ; hé in̄tan̄vézet hô deûz paottet enn hé c’hreiz.

26. Hé béleien hô deûz disprizet va lézen, ha saotret va zan̄tuar ; n’hô deûz két gréat a zishévélédigez étré eunn dra san̄tel hag eunn dra ne d-eo ket san̄tel : n’hô deûz két gwézet anaoud eunn dra dic’hlan dioud eunn dra glân ; distrôet hô deûz hô daoulagad diouc’h va deisiou sabbat, ha saotret é oann enn hé c’hreiz.

27. Hé frin̄sed a ioa enn hé c’hreiz ével bleizi ô skrâpa eur preiz évit skuḻa goâd ; daré da golla ann énéou, ha da zastumi gounidou dré bizoni.

28. Hé froféded a lékéa war-n-ézhô prî divesk ; hî a wélé traou gwân, hag a ziougané d’ézhô gévier, ô lavarout : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué ; pa n’en dôa két komzet ann Aotrou.

29. Pobl ar vrô a zrouk-komzé bépréd, hag a skrapé dré ners ; ann tavan̄tek hag ar paour a c’hlac’haren̄t, hag ann diavésiad a wasken̄t gan̄d ho drouk-komsiou hép reiz.

30. Klasket em eûz eunn dén enn hô zouez, hag a zavché ével eur c’haé, hag a zeûjé da énébi ouz-in évid ar vrô-zé, gan̄d aoun na zispenfenn anézhi ; ha n’em eûz két kavet.

31. Hag em eûz skuḻet war-n-ézhô va frouden ; hô dispennet em eûz é tân va buanegez : hô hen̄t em eûz distaolet war hô fenn, émé ann Aotrou Doué.


————


XXIII. PENNAD


Samari ha Jéruzalem dindan arouéz diou c’hoar, Oolla hag Ooliba.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in ; ô lavarout :

2. Mâb dén, diou c’hrég a oé merc’hed d’ann hévélép mamm.

3. Hag hî a zô en em rôet d’ar c’hadélez enn Éjipt, enn hô iaouan̄ktiz in̄t en em rôet d’ar c’hadélez ; énô eo bét gwasket war hô bronnou, énô eo bét tarzet penn-bronnou hô gwerc’hded.

4. Ar gôsa anézhô a oa hanvet Oolla, hag hé c’hoar iaouan̄k Ooliba ; d’in in̄t bét, hag hî hô deûz ganet mipien ha merc’hed ; hôgen ann hini a zô hanvet Oolla eo Samari, hag Ooliba Jéruzalem.

5. Hôgen Oolla en em rôaz d’ar c’hadélez em énep, hag a garaz dreist-penn hé orgédérien, ann Assiried hé amézéien,

6. Gwisket é glâz, péré a oa prin̄sed, ha bleñérien, ha tûd-iaouan̄k gadal, holl marc’héien, piñet war gézek.

7. Hag hî a zô en em roet d’ar c’hadélez gan̄d ann dûd dilennet-zé, holl mipien ann Assiried : hag hî a zo en em zaotret gan̄d holl hudurézou hé orgédérien.

8. Né deûz két dilézet zô-kén ar c’hadélez é dôa bét enn Éjipt ; râg hî hô dôa ivé kousket gan̄t-hi enn hé iaouanktiz, tarziet hô dôa penn-bronnou hé gwerc’hded, hag hô dôa skuḻet hô gadélez war-n-ézhi.

9. Râk-sé em eûz hé lékéat étré daouarn hé orgédérien, étré daouarn mipien Assur, péré é deûz karet dreist-penn.

10. Hî eo hô deûz dizôlôet hé mézégez, hô deûz kéméret hé mipien hag hé merc’hed, hag hô deûz hé lazet hé-unan gan̄d ar c’hlézé : hag hî a zô bét brudet é-touez ar c’hragez, ô véza ma hô deûz gréat barn war-n-ézhi.

11. Goudé m’é dôé gwélet kémen̄t-sé hé c’hoar Ooliba, en em rôaz gwasoc’h éget-hô d’ar c’hadélez ; hag en em zaotra a réaz dreist hé c’hoar.

12. Da vipien ann Assiried eo en em rôet divéz ; ha d’ann duged, ha d’ar vlénérien a zeûé étrézég enn-hi, gan̄d diḻad a bép liou, ha d’ar varc’héien a oa piñet war gézek, ha da dûd-iaouan̄k a zoaré vad.

13. Gwélet em eûz pénaoz é oa saotret hen̄t ann eil hag ében anézhô.

14. Hag Ooliba a greskaz c’hoaz hé gadélésiou ; pa é doé gwélet tûd livet war ar vôger, skeûdennou ar C’haldéed roudennet gan̄t livou,

15. Hag hî gourizou-klézé oud hô dargreiz, ha mitrou livet war hô fenn, hag hô duged holl diouc’h ann doaré, hag hén̄vel out mipien Babilon ha brô ar C’haldéed, é péhini é oan̄t ganet,

16. Hi hô c’haraz dreist-penn pa hô gwélaz, hag a gasaz kannaded d’ézhô er C’haldéa.

17. Ha mipien Babilon a zeûas d’hé c’havout é gwélé hé lousdôni, hag a zaotraz anézhi gan̄d hô lousdoniou ; hag hî a oé saotret gan̄t-hô, hag hé c’haloun é doe hé gwalc’h anézhô.

18. Lakaad a réaz enn noaz hé c’hadélez, hag é tizôlôaz hé mézégez ; ha va éné en em dennaz diout-hi, ével ma oa en em dennet va éné dioud hé c’hoar.

19. Râg hî é deûz paottet hé c’hadélez, ô kaout koun eûz a zeisiou hé iaouan̄ktiz, é péré é oa en em rôet d’ar chadélez e douar ann Éjipt.

20. Hag en em rôet eo hî d’ar c’hadélez gan̄d orgédérien, kîk péré a zô ével kîg ann azéned, hag hô divéradur ével divéradur kézek.

21. Névézet éc’h eûz gwallou da iaouan̄ktiz, pa eo bét gwasket war da vronnou enn Éjipt, pa eo bét tarzet penn-bronnou da werc’hded.

22. Râk-sé, Ooliba, ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a lakai da zével énn da énep da holl orgédérien, a béré en deûz da éné bét hé walc’h ; ha mé ho strollô enn da énep trô-war-drô.

23. Mipien Babilon, hag ann holl Galdéed, ann dûd vrudéta, ar rouéed hag ar brin̄sed, holl vipien ann Assiria, ann dûd-iaouan̄k a zoaré vâd, ann holl zuged hag ann holl vléñerien, hag ar ré vrudéta holl é-touez ar varc’héien :

24. Hag é teûin̄t enn da énep gan̄t kalz a girri hag a rôdou, hag eul lôd brâz a boblou ; sével a rain̄t enn da énep a bép tû, hag hi armet a harnézou, a dirennou, hag a dôkou-houarn ; hag é rôinn ar varnédigez dira-z-hô, hag hî a varnô ac’hanod hervez hô barnédigézou hô-unan.

25. Ha mé a lakai va oaz enn da énep, hag hî hé zévénô gan̄t frouden ; trouc’ha a rain̄t da frî ha da ziskouarn ; hag ar péz a vézô choumet a gouézô dindân ar c’hlézé ; da vipien ha da verc’hed a gémérin̄t ; hag ann dilerc’h ac’hanod a vézô dévet gan̄d ann tân.

26. Diwiska a rain̄t da ziḻad d’id, hag é skrapin̄t da annézou ar ré dalvoudusa.

27. Ha mé a lakai da éhana da wall enn-od, hag ar c’hadélez éz pôa digaset eûz a zouar ann Éjipt ; na zavi mui da zaoulagad étrézég enn-hô, ha n’az pézô mui a goun eûz ann Éjipt.

28. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a lakai ac’hanod étré daouarn ar ré a gaséez, étré daouarn ar ré, a béré en deûz da éné bét hé walc’h.

29. Hag hî en em rénô enn da gén̄ver gan̄t kasoni, hag a gémérô da holl labouriou, hag az lézô enn-noaz ha leûn a véz, hag a ziskouézô noazded da c’hadélésiou, da wallou, ha da c’hastaouérézou.

30. Ével-sé é rain̄t d’id, ô véza ma oud en em rôet d’ar c’hadélez gan̄d ar brôadou, é-touez péré oud en em saotret gan̄d hô idolou.

31. É hen̄t da c’hoar éc’h eûz baléet, hag é likiinn hé c’hôp enn da zourn.

32. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Éva a ri eûz a gôp da c’hoar, péhini a zô lédan ha doun ; béz’ é vézi da c’hoarz ha da c’hoapérez ; râk brâz meurbéd eo.

33. Leûniet é vézi a vézventi hag a c’hloaz gan̄d ar c’hôp a c’hlac’har hag a zoan-zé, gan̄t kôp da c’hoar Samari.

34. Hé éva a ri, hag éc’h évi bétég al lec’hid ; ann darniou anézhan̄ a loun̄ki, hag é tiframmi da zivronn ; râk mé eo em eûz komzet, émé ann Aotrou Doué.

35. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma éc’h eûz va an̄kounac’héet, ha ma éc’h eûz va zaolet adré da gein, é tougi ivé da wall ha da c’hadélésiou.

36. Hag ann Aotrou a gomzaz ouz-in, ô lavarout : Mâb dén, ha na varnez-té két Oolla hag Ooliba, ha na zisklériez két d’ézhô hô gwallou ?

37. Râg gragez avoultr in̄t, hag hô daouarn a zô leûn a c’hoad ; hag hî a zô en em rôet d’ar c’hadélez gan̄d hô idolou ; hag ouc’h-penn, ar vugalé hô dôa ganet évid-ounn, hô deûz kenniget d’ézhô évid hô loun̄ka.

38. Hôgen kémen̄t-man̄ hô deûz ivé gréat d’in : va zan̄tuar hô deûz saotret enn deiz-zé, ha va deisiou sabbat hô deûz gwallet.

39. Ha pa lazen̄t hô bugalé dirâg hô idolou, hag éz éan̄t em san̄tuar enn deiz-zé évid hé zaotra ; kémen̄t-sé hô deûz gréat é-kreiz va zî.

40. Hag hî hô deûz klasket tûd péré a zeûé a bell, da béré hô dôa kaset kannaded ; ha chétu hî a zô deûet ; ha té a zô en em walc’het, hag éc’h eûz lékéat liou dindân da zaoulagad, hag oud en em gin̄klet é doaré ar merc’hed a neûz vâd.

41. War eur gwélé eûz ar ré gaéra oud bét gourvézet, hag eunn daol kin̄klet-kaer a zô bét lékéat dira-z-od ; hag éc’h eûz lékéat war-n-ézhi va ézan̄s ha va louzou-c’houés-vad.

42. Hag é kléved enn-hi mouéz eul lôd brâz a dûd a ioa el lévénez : hag ô kémérout hiniennou eûz ann dûd a zigased eûz ann distrô, é lékéjon̄t lagadennou-bréac’h enn hô daouarn, ha kurunennou skéduz war hô fennou.

43. Neûzé é liviriz d’ann hini a zô kôséet enn avoultriez : Hag hou-man̄ en em rôi c’hoaz d’hé c’hadélez ?

44. Hag hî a zô éad d’hé c’havout ével m’az éeur da gavout eur c’hrég fall ; ével-sé in̄t bét éat da gavout Oolla hag Ooliba, ar gwall c’hragez-zé.

45. Râk tûd gwirion in̄t ; hi a varnô anézhô ével ma varneur ann avoultrérézed, ével ma varneur ar ré a skuḻ ar goâd ; ô véza ma in̄t avoultrérézed, ha ma éz eûz goâd enn hô daouarn.

46. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Digas out-hô eul lôd brâz a dûd, ha rô-hi d’ar reustl ha d’ar preiz.

47. Ra zeûi ar boblou d’hô labéza gan̄t mein, ha d’hô zoulla gan̄d hô c’hlézeier ; ra lazin̄t hô mipien hag hô merc’hed ; ra zevin̄t hô ziez gan̄d ann tân.

48. Ével-sé é laminn ar gwall eûz ar vrô, hag ann holl c’hragez a zeskô da dec’hout diouc’h gwallou ar ré-man̄.

49. Hag hî a lakai da gouéza hô kwall war-n-hoc’h ; hag é tougod péc’héjou hoc’h idolou ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.


————


XXIV. PENNAD


Marô grég Ézékiel. Difenned eo d’ézhan̄ ôber kaon̄.


1. Enn naved bloaz, enn dékved mîz, enn dekved deiz eûz ar mîz, é teûaz gér ann Aotrou d’in, ô lavarout :

2. Mâb dén, skriv évid-od hanô ann deiz-man̄ ; râg enn deiz-man̄ eo savet roué Babilon a-énep Jéruzalem.

3. Hag é komzi oud ann ti héguz gan̄d eul lavar-trôet, hag é liviri d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Kémer eur pôd ; kémer, émé-vé, ha laka dour enn-han̄.

4. Dastum tammou kîk enn-han̄, eûz al lec’hiou gwella, ar vorzed, ar skoaz, ann tammou dilennet ha leûn a eskern.

5. Kémer al larta loéned, ha laka ann eskern a vern dindân ar c’hîk : laka-hi da virvi kaer, kén na boazô ann eskern a zô ébarz.

6. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Gwâ ar géar a c’hoad, ar pôd a zô merklet, ha n’az a két ar merkl diout-han̄ ; tenn ar c’hîk anézhan̄ a-damm-é-tamm, hép ma vézo taolet ar sort war-n-ézhô.

7. Râg hé goâd a zô enn hé c’hreiz : war ar méan al lampra é deûz hé skuḻet ; n’é deûz két hé skuḻet war ann douar, évit na vijé két gôlôet gan̄d ar poultr.

8. Évit lakaad da gouéza va frouden war-n-ézhi, hag en em ven̄ji anézhi, é rôinn hé goâd da skuḻa war ar méan al lampra évit na vézô két gôlôet.

9. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Gwâ ar géar a c’hoad, é béhini é rinn eur c’hrac’hel-geûneûd vrâz.

10. Bernit ann eskern, évit ma hô dévinn ; ar c’hîg a vézô bévézet ; ann holl dammou a vézô poazet, hag ann eskern a iélô-da-nétra.

11. Laka ivé ar pôd goullo war ar glaou béô, évit ma tommô ha ma loskô hé arem ; ma teûzô hé genn enn-han̄, ha ma vézô bévézet hé verkl.

12. Enn aner eo bét labouret ha c’houézet évit tenna ar merkl anézhan̄, né két éat zôkén gan̄d ann tân.

13. Argarzuz eo da hudurez : râk fellet eo bét d’in da c’hlana, ha n’oud két bét glanet eûz da zaotrou ; hôgen na vézi mui glanet, kén n’am bézo lékéat da arzaôi va frouden war-n-od.

14. Mé ann Aotrou em euz komzet : Deûet, hag é rinn. N’az inn két ébiou, na esperninn két, na habaskainn két : hervez da hen̄chou, hag hervez da ôberiou é varninn ac’hanod, émé ann Aotrou.

15. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

16. Mâb dén, chétu mé a zigasô eur gouli war-n-od, ô skrapa d’id ar péz a zô ann hétusa d’as daoulagad ; ha na geinvani két, ha na wéli két, ha na skuḻi két a zaérou.

17. Hirvoudi a rî enn eur dével, na rî két kaon̄ ar ré varô ; da gurunen a choumô liamet war da benn, ha da voutou a vézô oud da dreid ; na c’hôloi két da c’hénou gan̄d eul liénen, ha na zébri két boed ar c’haon̄.

18. Komza a rîz éta oud ar bobl diouc’h ar min̄tin, ha va grég a varvaz diouc’h ar pardaez ; hag é rîz an̄trônôz-vin̄tin ével ma oa bét gourc’hémennet d’in.

19. Hag ar bobl a lavaraz d’in : Pérâk na zisklériez két d’é-omp pétrâ eo da lavarout ar péz a réz ?

20. Ha mé a lavaraz d’ézhô : Gér ann Aotrou a zô deûet d’in, ô lavarout :

21. Lavar da dî Israel : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a zaotrô va san̄tuar, fougé hô péli hag ar péz a zô ann hétusa d’hô taoulagad, ha diwar-benn péhini é saouzan hoc’h éné ; hô mipien hag hô merc’hed péré hoc’h eûz lézet, a gouézô dindan ar c’hlézé.

22. Ha c’houi a rai ével ma em eûz gréat ; na c’hôlôot két hô kénou gañd eul liénen, ha na zebrot két boéd ar c’haon̄,

23. Kurunennou hô pezô war hô pennou, ha boutou oud hô treid ; na geinvanot két ha na wélot két ; hôgen dizéc’ha a réot enn hô fallagriézou ; ha pép-hini ac’hanoc’h a geinô diwar benn hé vreûr.

24. Hag Ézékiel a vézô da arouéz d’é-hoc’h. Kémen̄d en deûz gréat a réot, pa vézô deûet ann amzer ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.

25. Ha té, mab dén, pa zeûi ann deiz é péhini é tenninn hô ners digan̄t-hô, ha lévénez hô gloar, ha kémen̄d a zô hétuz d’hô daoulagad, kémen̄d a râ éhan hô énéou, hô mipien hag hô merc’hed.

26. Enn deiz-zé, pa zeûi eunn dén da dec’hout, ha da rei kélou d’id ;

27. Enn deiz-zé, émé-vé, é vézô digoret da c’hénou gan̄d ann hini a vézô bét tec’het ; ha té a gomzô, ha na davi mui ; ha té a vézô da arouéz d’ézhô, hag a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.


————


XXV. PENNAD


Diougan a-éneb ann Ammonied, ar Voabited, ann Iduméed, hag ar Filistined.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Mâb dén, trô da zaoulagad out bugalé Ammon, ha diougan diwar hô fenn ;

3. Ha lavar da vugalé Ammon : Sélaouit gér ann Aotrou Doué. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma éc’h eûz lavaret : Mâd, mâd, diwar-benn va zan̄tuar, pa eo bét saotret ; ha diwar-benn douar Israel, pa eo bét gwastet ; ha diwar-benn tî Juda, pa in̄t bét kaset é sklavérez :

4. Râk-sé é rôinn ac’hanod da zigouéz da vugalé ar sâv-héol ; hag hî a zavô hô c’hréier-dén̄ved enn-od, hag a steñô hô zeltou enn da greiz ; hî a zebrô da frouez, hi eo a évô da léaz.

5. Lézel a rinn ar gan̄valed da von̄t da choum é Rabbat (T), ha brô bugalé Ammon da véza léac’h gourvez ann tropellou ; ha c’houi a wézô penaoz eo mé ann Aotrou.

6. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma éc’h eûz stoket da zaouarn, ha skôet da dreid diwar-benn drouk douar Israel ;

7. Râk-sé chétu mé a astennô va dourn war-n-od, hag a rôi ac’hanod da breiz d’ar brôadou ; da lémel a rinn eûz a douez ar boblou, da zispenna a rinn diwar ann douar, da vrévi a rinn ; hag é wézi pénaoz eo mé ann Aotrou.

8. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma hô deûz lavaret Moab ha Séir : Chétu tî Juda ével ann holl vrôadou :

9. Râk-sé é tigorinn skoaz Moab eûz ar c’hériou, eûz hé gériou, émé-vé, hag eûz hé harzou, ar ré gaéra eûz ar vrô, Bétjésimot, ha Béelméon, ha Kariataïm,

10. Da vugalé ar sâv-héol gan̄t bugalé Ammon ; hag hé rôinn d’ézhô é digouéz ; évit na vézô mui a goun eûz a vugalé Ammon é-touez ar brôadou,

11. Ober a rinn ivé barn war Voab ; hag hî a wézo pénaoz eo mé ann Aotrou.

12. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma é deûz gwall c’hréat ann Idumea, pa eo en em ven̄jet eûz a vugalé Juda ; ma é deûz péc’het-brâz, pa é deûz ioulet en em ven̄ji anézhô :

13. Rak-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Astenna a rinn va dourn war ann Iduméa ; dispenna a rinn enn-hi ann dûd hag al loéned, hag hé likiinn da véza eunn distrô war-zû ar c’hrésteiz ; hag ar ré a zô é Dédan, a gouézo dindân ar c’hlézé.

14. Ha mé a rôi va ven̄jan̄s war ann Iduméa dré zourn va fobl a Israel ; hag hî a rai é-kén̄ver Édom hervez va buanégez, ha va frouden ; hag ann Iduméed a wézô pétrâ eo va ven̄jan̄s, émé ann Aotrou Doué.

15. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma hô deûz ar Filistined gréat ven̄jan̄s, ma in̄t en em ven̄jet a greiz hô c’haloun, enn eul laza, évit gwalc’ha eur gasoni gôz :

16. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Astenna a rinn va dourn war ar Filistined, hag é lazinn al lazérien-zé, hag é tispenninn dilerc’hiou aod ar môr.

17. Ha mé a rai war-n-ézhô ven̄jan̄sou brâz, oc’h hô c’hroza em frouden ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô rôet va ven̄jan̄s war-n-ézhô.


————


XXVI. PENNAD


Disman̄tr Tir.


1. Enn unnekved bloaz, enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Mâb dén, ô véza ma é deûz Tir lavaret eûz a Jéruzalem : Mâd, torred eo persier ar boblou ; trei a rai étrézég enn-oun ; en em leûnia a rinn, hag hî a vézô didûd.

3. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé ouz-id, ô Tir ; ha mé a lakai da zével enn da énep kalz a vrôadou, ével ma laka ar môr da zével hé goummou.

4. Hag hî a ziskarô muriou Tir, hag a freûzô hé zouriou ; ha me a skrabô ar poultr anézhi ; hag é likiinn anézhô ével eur méan al lampra.

5. Da eul léac’h da zec’ha ar rouéjou é teûi é-kreiz ar môr, ô vésa ma em eûz komzet, émé ann Aotrou Doué ; hag hî a vézô da breiz d’ar brôadou.

6. Hé merc’hed ivé, péré a zô er parkéier, a vézô lazet gan̄d ar c’hlézé ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

7. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a zigasô da Dir eûz ann han̄ter-nôz Nabukodonosor, roué Babilon, roué ar rouéed, gan̄t kézek, ha kirri, ha marc’héien, hag ul lôd brâz a dûd hag a boblou.

8. Da verc’hed, péré a zô er parkéier, a vézô lazet gan̄d ar c’hlézé ; kréou ha savennou douar a zavô enn dro d’id ; ann diren a c’horréô enn da énep.

9. Koadennou ha tourzed a zavô oud da vuriou, hag é tiskarô da douriou gan̄d hé armou.

10. Gan̄d al lôd brâz eûz hé gézek é vézi gôlôet a boultr ; gan̄t trouz hé varc’héien, hag hé rôdou, hag hé girri, é kréno da vuriou, pa dréménô dré da bersier, ével enn eur géar dilézet.

ll. Gan̄t karn hé gézek é vac’hô da holl leûriou-kéar ; gan̄d ar c’hlézé é skôi da bobl, ha da skeûdennou ar ré gaéra a ziskarô d’ann douar.

12. Gwasta a rain̄t da vadou, preiza a rain̄t da varc’hadourez : da vuriou a ziskarin̄t, ha da diez ar ré gaéra a daolin̄t d’ann douar ; hag hî a daolô é-kreiz ann douréier da vein, da goat, ha da boultr.

13. Ha mé a lakai da éhana da holl ganaouennou, ha na vézô klévet mui soun da délennou.

14. Ha mé az lakai ével eur méan al lampra ; don̄d a rî da véza ével eul léac’h da zéc’ha ar rouéjou ; ha na vézi két savet hivizikenn ; râk mé eo em eûz komzet, émé ann Aotrou.

15. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué da Dir : Ha na grénô két ann énézi gan̄t trouz da ziskar, gan̄t keinvan ar ré a vézô lazet enn da greiz ?

16. Hag holl brin̄sed ar môr a ziskennô diwar hô zrônou ; hag hî a zilézô arouésiou hô galloud, a zistolô hô gwiskou marellet, hag a vézô leûn a spount ; war ann douar éc’h azézin̄t, hag é vézin̄t souézet gan̄d da ziskar ken trumm.

17. Hag hî oc’h ôber war-n-od keinvanou, a lavarô d’id : Pénaoz oud-dé bét dispennet, té péhini a choumé é-kreiz ar môr, kéar gaer, péhini a oa kré war ar môr, gan̄d da holl dûd, péré a oa deûet da spoun̄t d’ar béd holl ?

18. Neûzé é vézô saouzanet al listri é deiz da spoun̄t ; hag ann énézi a vézô kéflusket er môr, ô véza n’az ai hini er méaz ac’hanod.

19. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : P’am bézô da rôet da eur géar disman̄tret, ével ar c’hériou é péré né choum dén ; hag em bézô digaset war-n-od al loun̄k, hag é vézi gôlôet gan̄t kalz a zouréier.

20. P’am bézô da zidennet gan̄d ar ré a ziskenn er poull étrézég ar bobl peûr-baduz, hag em bézô da lékéat é gwéled ann douar ével distrôiou kôz, gan̄d ar ré a zô diskennet er poull, évit na choumô dén enn-od ; hôgen p’am bézô rôet va gloar é douar ar ré véô ;

21. É kasinn ac’hanod da-gét, ha na vézi mui, hag ann hini az klaskô n’az kavô mui da-vikenn, émé ann Aotrou Doué.


————


XXVII. PENNAD


Kanaouen kan̄vaouuz diwar-benn disman̄tr Tir.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Té éta, mâb dén, gra eur c’heinvan diwar-benn Tir :

3. Hag é liviri da Dir, péhini a zô diazezet war-harz ar môr, péhini a râ gwerzidigez gan̄d ar boblou eûz a eul lôd braz a énézi : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O Tir, té éc’h eûz lavaret : Kaer-brâz ounn.

4. Hag é-kreiz ar môr ounn diazéset. Da amézéien péré hô deûz da zavet, hô deûz da leûniet a gaerded.

5. Da zavet hô deûz, té ha da holl zoliérou gan̄t sapr Sanir : eur wézen-sedr eûz al Liban hô deûz kéméret évid ôber eur wern d’id.

6. Gan̄d derô Basan hô deûz gréat da roén̄viou ; da dôstou hô deûz gréat gan̄d olifan̄d ann in̄dez, ha da gamprou gan̄t koat énézi ann Itali.

7. Lin moan ann Éjipt gwéet a bép liou a zô bét aozet da wél d’id évit lakaad oud da wern ; mézer glâz ha limestra énézi Élisa hô deûz gréat da vannier.

8. Tûd Sidon hag Arad a zô bét da roén̄vierien d’id ; ha da dûd fûr, ô Tir, a zô deûet da lévierien d’id.

9. Kôzidi Gébal, hag hé zûd fûr hô deûz kaset hô merdéidi évid holl zervich al léstr ; holl listri ar môr, hag hô merdéidi a zô en em rôet d’id évid da werzidigez.

10. Ar Bersied, al Lidied, hag al Libied a oa da vrézélidi enn da armé ; skourret hô deûz enn-od hô zirennou hag hô zôkou-houarn da skéd d’id.

11. Mipien Arad a oa gan̄d da armé war da vuriou trô-war-drô ; hag ar Rigméed péré a oa war da douriou, hô deûz skourret hô zron̄sou oud da vuriou trô-war-drô ; hî hô deûz peûr-leûniet da skéd.

12. Ar C’hartajinéed a réa gwerzidigez gan-éz, hag a leûnié da varc’hallec’hiou a galz a vadou, a arc’han̄t, a houarn, a stéan, hag a bloum.

13. Ar Grésia, Tubal, ha Mosoc’h a oa ivé da varc’hadourien, hag a gasé d’as pobl sklaved ha listri arem.

14. Euz a dî Togorma é kased d’as marc’hallec’hiou kézek, ha marc’héïen, ha muled.

15. Bugalé Dédan a oa da varc’hadourien ; kalz énézi a réa gwerzidigez gan-éz ; kâs a réan̄t d’id enn eskemm den̄t olifan̄t, ha koat ébéna.

16. Ar Siried hô deûz gréat gwerzidigez gan-éz enn abek d’al lôd brâz eûz da labouriou ; hag hî hô deûz digaset war da varc’hallec’hiou perlez, tané, lien rouédek, lien lîn moan, seiz ha chodchod.

17. Juda ha douar Israel a zô bét ivé da varc’hadourien ; hag hî hô deûz digaset war da varc’hallec’hiou gwiniz flour, ha balzam, ha mél, hag eôl, ha rousin.

18. Tûd Damas a oa ivé da varc’hadourien, enn eskemm eûz da holl labouriou ; hag hî a zigasé kalz madou, gwîn c’houék, ha gloan livet-kaer.

19. Dan, hag ar Grésia, ha Mosel hô deûz digaset d’as marc’hallec’hiou houarn govéliet ; gwerzet hô deûz ivé d’id stakté ha raos c’houés-vad.

20. Dédan a werzé d’id pallennou-kézek.

21. Ann Arabia, hag holl brin̄sed Sédar a oa da varc’hadourien ; hî a zigasé d’id ein, tourzed ha bouc’hed.

22. Saba ha Réema a werzé ivé d’id hag a bréné gan-éz ; hî a zigasé d’id louzou-c’houés-vâd, mein talvouduz hag aour.

23. Haran, ha Chéné, hag Éden a bréné digan-éz. Saba, hag Assur, ha Kelmad a wérzé d’id.

24. Ar ré-man̄ a réa eur werzidigez vrâz gan-éz, hag a zigasé d’id mézer glâz, broudérez, hag arrébeûri talvouduz strôbet ha stardet gan̄t kerdin ; koat sedr a werzen̄t ivé d’id.

25. Da listri éo da wella gwerzidigez ; té a zô bet leûniet a vadou, hag a c’hloar é-kreiz ar môr.

26. Da roén̄viérien hô deûz da gaset war ann douréier brâz, avel ar c’hrésteiz é deûz da vrévet é-kreiz ar môr.

27. Da vadou, ha da den̄zoriou, ha da holl varc’hadourez, da verdéidi ha da levierien, ar ré a reizé pép-trâ war da varc’hallec’hiou, ann holl vrézélidi péré a oa enn-od, al lôd brâz a dud péré a oa enn da greiz a gouézô é-kreiz ar môr é deiz da zisman̄tr.

28. Ouc’h trouz garmou da lévierien é vézô spoun̄tet ar strolladou listri.

29. Ar ré holl a zalc’hé ar roén̄v a ziskennô eûz hô listri ; ar verdéidi hag ann holl lévierien en em zalc’hô war ann douar.

30. Keina a rain̄t kré diwar da benn, hag é c’harmin̄t gan̄t c’houervder ; teûrel a rain̄t poultr war hô fennou, en em sparfa a rain̄t gan̄t ludu.

31. Touza a rain̄t hô bléô enn abek d’id, eur gouriz-reun a likiin̄t war hô dargreiz ; gwéla a rain̄t war-n-od é c’houervder hô c’haloun gan̄d eur c’hlac’har vrâz.

32. Hag hî a rai eur c’heinvan diwar da benn, hag a wélô war-n-od, ô lavarout : Piou a zô ével Tir, péhini a zô deûet da véza mûd é-kreiz ar môr ?

33. Té péhini, gan̄d da werzidigez war ar môr, éc’h eûz leûniet a vadou eul lôd brâz a boblou ; té péhini gan̄d da vadou brâz, ha gan̄d da boblou paot, éch eûz pinvidikéet rouéed ann douar.

34. Bréma oud brévet gan̄d ar môr ; da vadou a zô éat é gwéled ann douréier, hag al lôd brâz a dûd a oa enn-od a zô kouézet.

35. Ar ré holl a choum enn énézi a zô bét saouzanet diwar da benn ; hag hô holl rouéed skôet gan̄d ar stourm-sé a zô bét gwévet enn hô dremm.

36. Marc’hadourien ar boblou hô deûz gréat goab ac’hanod ; deûet oud da-gét, ha na zistrôi mui-da-vikenn.


————


XXVIII. PENNAD


Kanaouen kan̄vaouuz diwar-benn disman̄tr Sidon.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in : ô lavarout :

2. Mâb Dén, lavar da brin̄s Tîr : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma eo bét savet da galoun, ha ma éc’h eûz lavaret : Doué ounn, hag ounn azézet é kador Doué é-kreiz ar môr : pétrâ-bennâg ma oud eunn dén, ha n’oud két eunn Doué, ha ma éc’h eûz rôet da galoun ével kaloun eunn Doué.

3. Chétu te a zô furoc’h égét Daniel ; n’eûz disgwél é-bed kuzet d’id.

4. Gan̄d da furnez ha gan̄d da boell oud deûet da véza kré, hag éc’h eûz dastumet aour hag arc’han̄t enn da den̄zoriou.

5. Gan̄d da furnez vrâz, ha gan̄d da werzidigez éc’h eûz kresket da c’halloud ; ha da galoun a zô bét savet enn da ners.

6. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma eo bét savet da galoun ével kaloun eunn Doué ;

7. Râk-sé chétu mé a zigasô enn da énep diavésidi, ar ré gréva eûz ar brôadou ; hag hî a lakai hô c’hlézé enn noaz war gaerded da furnez, hag a zaotrô da c’hénéd.

8. Da laza a rain̄t, hag az taolin̄t d’ar gwéled : hag é varvi é-touez ar ré a vézô lazet é-kreiz ar môr.

9. Ha té a lavarô dirâg ar ré a lazô ac’hanod : Doué ounn ; pétrâ-bennâg ma oud eunn dén, ha n’oud két eunn Doué, étré daouarn ar ré az lâz ?

10. Eûz a varô ar ré-zienwad é varvi dré zourn ann diavésidi ; râk mé eo em eûz hé lavaret, émé ann Aotrou Doué.

11. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout : Mâb dén, grâ keinvan diwar-benn roué Tir,

12. Ha lavar d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Té a ioa ar ziel hévél oc’h Doué (M), leûn a furnez ha klôk a gaerded :

13. É dudiou paradoz Doué oud bét : pép méan talvouduz a c’hôlôé ac’hanod ; ar sardon, ann topaz, ar jasp, ar c’hrizolit, ann oniks, ar béril, ar safir, ar c’harboun̄kl, hag ann éméroden, hag ann aour a greské da skéd ; hag ar zutellou a zô bét aozet évid ann deiz é péhini oud bét krouet.

14. Té a ioa eur c’hérubin astennet ha gwarézer : da lékéat em bôa war vénez san̄tel Doué ; é-kreiz ar vein lugernuz éc’h eûz baléet.

15. Klôk é oaz enn da hen̄chou enn deiz é péhini oud bét krouet, kén na eo bét kavet ar fallagriez enn-od.

16. Gan̄d da werzidigez vrâz, eo bét leûn da galoun a fallagriez, hap éc’h eûz péc’het ; hag em eûz da zistolet eûz a vénez Doué, hag em eûz da gollet, ô kérubin gwarézer, eûz a greiz ar vein lugernuz.

17. Savet eo bét da galoun enn da skéd ; kollet éc’h eûz da furnez enn da gaerded ; da ziskaret em eûz d’ann douar ; dirâg ar rouéed em eûz da lékéat évit ma wélin̄t ac’hanod.

18. Gan̄d al lôd brâz eûz da fallagriézou, ha gan̄t fallagriez da werzidigez éc’h eûz saotret da zan̄télez ; lakaad a rinn éta da zon̄d er-méaz ac’hanod eunn tân hag a loun̄kô ac’hanod ; hag é likiinn ac’hanod da gouéza é ludu war ann douar dirâg ar ré holl az gwélô.

19. Ar ré holl az gwélô é-touez ar boblou, a vézô saouzanet diwar da benn ; da-gét é vézi deûet, ha na vézi mui da-vikenn.

20. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

21. Mâb dén, trô da zaoulagad war-zû Sidon, ha diougan diwar hé fenn,

22. Ha lavar : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a zeû étrézég enn-od, Sidon, hag é vézinn san̄télet enn da greiz ; ha da dûd a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô bét gréat barn enn-hi, hag é vézinn bét san̄télet enn-hi.

23. Ar vosen a gasinn enn-hi, hag ar goad enn hé leûriou-kéar ; hag hî a gouézô a bép tû enn hé c’hreiz lazet gan̄d ar c’hlézé ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

24. Na vézô mui évit tî Israel eunn abeg a wall-skouér hag a c’houervder, nag eunn dréan ô c’hlaza ar ré holl a zô war hé zrô, hag a stourm out-hi ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.

25. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : P’am bézô strollet tî Israel eûz a vesk ar boblou é-touez péré em eûz hô skiñet, é vézinn san̄télet enn-hô dirâg ar brôadou ; hag hî a choumô enn hô douar, em bôa rôet da Jakob, va zervicher.

26. Hag hî a choumô enn-han̄ gan̄t pép kréd ; hag hî a zavô tiez, hag a blan̄tô gwini, hag a choumô gan̄t fisiañs, p’am bézô gréat barn war ar ré holl a stourm out-hô trô-war-drô ; hag hî a wézô pénaoz eo me ann Aotrou, hô Doué.


————

XXIX. PENNAD


Diougan a-énep roué ann Éjipt.


1. Enn dékved bloaz, enn dékved mîz, enn unnékved deiz eûz ar mîz, gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Mâb dén, trô da zaoulagad war-zû Faraon, roué ann Éjipt, ha diougan pép-trâ diwar hé benn, ha diwar-benn ann Éjipt.

3. Komz ha lavar : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a zeû étrézég enn-od, Faraon, roué ann Éjipt, aérouan̄t braz péhini a c’hourvez é-kreiz da stériou hag a lavar : D’in eo ar ster, ha mé eo em eûz va gréat va-unan.

4. Ha mé a lakai eur wesken oud da garvanou ; hag é péginn pésked da steriou oud da skan̄t ; da denna a rinn eûz a greiz da steriou, ha da holl bésked a choumô peget oud da skan̄t.

5. Da deûrel a rinn enn distrô, hag holl bésked da ster ; war c’horre ann douar é komzi ; na vézi két savet, na vézi két dastumet ; da loéned ann douar ha da evned ann én̄v é rôinn ac’hanod da voéd :

6. Hag ar ré holl a choum enn Éjipt a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou ; ô véza ma oud bét eur vâz kors da dî Israel.

7. Pa hô deûz da géméret dré da zourn, oud bét torret, hag éc’h eûz roget hô skoaz holl ; ha pa hô deûz harpet war-n-od, oud bét brévet, hag éc’h eûz diframmet hé zigroazel.

8. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a zigasô ar c’hlézé war-n-od, hag é lazinn enn od ann dûd hag al loéned.

9. Ha douar ann Éjipt a zeûi da véza eunn distrô, hag eul léac’h didûd ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou ; ô véza ma éc’h eûz lavaret : D’in eo ar ster, ha mé eo em eûz hé c’hréat.

10. Râk-se chétu mé a zeû étrézég enn-od, hag étrézek da steriou ; da eunn distrô é likiinn douar ann Éjipt, goudé m’am bézô hé gwastet gan̄d ar c’hlézé, adalek tour Siénez bétég harzou ann Étiopia.

11. Na dréménô két dré-z-han̄ troad ann dûd, na troad al loéned ; ha na choumô dén enn-han̄ a-héd daou-ugen̄t vloaz.

12. Lakaad a rinn douar ann Éjipt du véza didûd é-touez ann douarou didûd, hag hé gériou é-kreiz ar c’hériou gwastet ; hag hî a vézô gwastet a-héd daou-ugen̄t vloaz ; ha mé a skiñô ann Éjiptianed é-touez ar brôadou, hag a wen̄tô anézhô é-kreiz ar brôiou.

13. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Goudé ma vézô tréménet daou-ugen̄t vloaz, é strollinn ann Éjiptianed eûz a greiz ar boblou é-touez péré é oan̄t bet skiñet,

14. Ha mé a lakai da zistrei sklaved ann Éjipt, hag hô lakai é douar Faturez, é douar hô ganédigez ; hag hî a rénô énô gan̄t vuelded.

15. Ann distéra é vezô eûz ar rouan̄télésiou, ha na zavô mui war ar brôadou ; ha mé hô gwanô, évit na aotrouniin̄t mui war ar boblou.

16. Na vézin̄t mui da gréd da dî Israel, évid deski d’ézhô fallagriez, hô lakaad da dec’hout ha da von̄t war hô lerc’h ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.

17. Er seizved bloaz war-n-ugen̄t, er mîz ken̄ta, enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, é teûaz gér ann Aotrou d’in, ô lavarout :

18. Mâb dén, Nabukodonosor, roué Babilon, en deûz gréat d’in gan̄d hé armé eur servich brâz a-énep Tir ; ann holl bennou a zô deuet da vézâ moal, hag ann holl ziskoaz a zô bét kiñet ; ha koulskoudé n’eûz két bét roet a c’hôbr d’ézhan̄, na d’he armé, évid ar servich brâz en deûz gréat d’in a-énep Tir.

19. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu é rôinn da Nabukodonosor, roué Babilon, douar ann Éjipt : hag hen̄ a gémérô hé holl bobl, hag é rai hé breiz anézhan̄, hag é rannô hé zibourc’hou ; hag hî a vézô da c’hôbr d’hé armé,

20. Évid ar servich brâz en deûz gréat d’in enn hé éneb-hi : rôet em eûz d’ézhan̄ douar ann Éjipt, ô véza ma en deûz labouret évid-ounn, mé ann Aotrou Doué.

21. Enn deiz-zé é kreskô pûḻ korn tî Israel, hag é rôinn d’id eur génou digor enn hô c’hreiz ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.


————


XXX. PENNAD


Tôstaad a râ disman̄tr ann Éjipt.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Mâb dén, diougan, ha lavar : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Iudit, gwa ann deiz-zé !

3. Râk tôst eo ann deiz ; tôstaad a râ deiz ann Aotrou, deiz ar c’hoummoul, péhini a vézô amzer ar brôadou.

4. Hag ar c’hlézé a zeûi war ann Éjipt : hag eur spoun̄t brâz a vézô enn Étiopia, pa gouézin̄t hag hî glazet enn Éjipt ; pa vézô éat-da-gét hé bobl paot, hag é vézô disman̄tret hé ziazézou.

5. Ann Étiopia, hag al Libia, hag al Lidia, hag ann dilerc’h eûz ar boblou, ha C’hub, ha bugalé douar ar gévrédigez, a gouézô gan̄t-hô dindân ar c’hlézé.

6. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Ar ré a gennerzé ann Éjipt a gouézô ivé, ha balc’hded hé c’halloud a vézô kaset-da-gét ; adalek tour Sien é kouézin̄t enn-han̄ gan̄d ar c’hlézé, émé ann Aotrou Doué ann arméou.

7. Hag hî a vézô lékéat é-touez ann douarou gwastet, hag hé gériou é-touez ar c’hériou didûd.

8. Hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué ; p’am bézô lékéat ann tân enn Éjipt, ha pa vézô kaset-da-gét hé holl skoazellerien.

9. Enn deiz-zé éz ai kannaded a zira-z-oun, war listri, évid diskara balc’hded ann Étiopia ; hag ar spoun̄t é zeûiô enn-hô é deiz ann Éjipt, ô véza ma teûiô hép mâr.

10. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Kâs a rinn da-gét al lôd braz a dûd a zô enn Éjipt, dré zourn Nabukodonosor, roué Babilon.

11. Hé lakaad a rinn da zon̄t, hén̄ hag hé bobl, hag ar ré gréva eûz ar brôadou, évit kolla ann Éjipt ; hag hî a dennô hô c’hlézé war ann Éjipt, hag a leûniô ar vrô a gorfiou-marô.

12. Dizéc’ha a rinn hé steriou ; hag é likiinn hé vrô étré daouarn ar ré wasa ; hag é tispenninn ar vrô-zé, ha kémen̄d a zô enn-hi, dré zourn ann diavésidi, pa em eûz hé lavaret, mé ann Aotrou.

13. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Diskara a rinn ar skeûdennou, hag é kasinn-da-gét idolou Memfis. Na vézô mui a brin̄s é douar ann Éjipt ; ar spoun̄t a rinn war zouar ann Éjipt.

14. Douar Faturez a wastinn, é Tafnis é likiinn ann tân, ha va barn a rinn é Aleksan̄dria.

15. Va frouden a skuḻinn war Béluzis, ners ann Éjipt, hag é lazinn al lôd brâz a dûd eûz a Aleksan̄dria.

16. Ha mé a lakai ann tân enn Éjipt ; Péluzis a geinô ével eur c’hrég é gwilioud ; Aleksan̄dria a vézô gwastet, ha Memfis a vézô en̄krézet bemdez.

17. Tûd-iaouan̄k Héliopolis ha Bubast a gouézô dindân ar c’hlézé, hag ar merc’hed a vézô kaset é sklavérez.

18. É Tafnis ann deiz a zeûi da véza dû, p’am bézô brévet énô gwalen-roué ann Éjipt, ha pa vézô bévézet enn-hi balc’hded hé galloud ; eur goabren a c’hôlôi anézhi, hag he merc’hed a vézô kaset é sklavérez.

19. Ha mé a rai va barnédigez enn Éjipt ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

20. Hag enn unnékved bloaz, er miz ken̄ta, er seizved deiz eûz ar mîz, gér ann Aotrou a zeûaz din, ô lavarout :

21. Mâb dén, bréac’h Faraon, roué ann Éjipt, em eûz torret ; ha né két bét louzaouet évit paréa ; ne két bét éréet gan̄t lurellou, na gôlôet gan̄t liénennou, évit pa vézô deûet hé ners d’ézhi, ma hello derc’hel ar c’hlézé.

22. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a zeûi étrézé Faraon, roué ann Éjipt, hag é astorrinn hé vréac’h kré, hag hén̄ torret ; hag é likiinn da gouéza ar c’hlézé eûz hé zourn.

23. Ha mé a skiñô ann Éjiptianed é-touez ar brôadou, hag a wen̄tô anézhô é-kreiz ar brôiou.

24. Ha mé a grévai bréac’h roué Babilon, hag a lakai va c’hlézé enn hé zourn ; hag é torrinn bréac’h Faraon, hag hé dûd a c’harmô hag a geinô, pa vézin̄t lazet dira-z-han̄.

25. Ha mé a grévai bréac’h roué Babilon, ha bréac’h Faraon a gouézô ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô lékéat va c’hlézé é dourn roué Babilon, ha p’en dévézô hé astennet war vrô ann Éjipt.

26. Ha mé a skiñô ann Éjiptianed é-touez ar brôadou, hag a wen̄tô anézhô é kreiz ar brôiou ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.


————


XXXI. PENNAD


Ével ma eo bét disman̄tret ann Assiria, é vézô disman̄tret ivé ann Éjipt.


1. Hag enn unnékved bloaz, enn trédé mîz, enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, é teûaz gér ann Aotrou d’in, ô lavarout.

2. Mâb dén, lavar da Faraon, roué ann Éjipt, ha d’hé bobl : Out piou oud-dé héñvel enn da vrasder ?

3. Chétu Assur a ioa ével eur wézen-sedr war al Liban, kaer enn hé skourrou, stan̄k enn hé bran̄kou, hag uc’hel-brâz ; hag é-touez hé skourrou stan̄k, é savé hé bâr.

4. Ann douréier hô dôa hé maget, al loun̄k en dôa hé lékéat da zével ; ar steriou a rédé enn-drô d’hé grisiou, hag hî a gasé hé gouériou da holl wéz ar mésiou.

5. Râk-sé é oa bét savet dreist holl wéz ar vrô ; hag hé skourrou a oa paottet, hag hé bran̄kou a oa en em astennet gan̄d ann douréier vrâz.

6. Ha p’en dôé lédet hé skeûd, holl evned ann én̄v a réaz hô neiz enn hé skourrou, hag holl loéned ar c’hoajou a c’hanaz hô menned dindân hé bran̄kou, hag eul lôd brâz a vrôadou a choumé dindân hé skeûd.

7. Kaer-brâz é oa enn hé brasder, hag el léd eûz hé skourrou ; ô véza ma oa tôst hé grisiou d’ann douréier vrâz.

8. Ar gwéz-sedr na oan̄t két uc’héloc’h éget-hi é liors Doué, ar gwéz-sapr na oan̄t két kenn uc’hel hag hî, nag ar gwéz-platan kén lédan hag hî enn hô skourrou ; na oa gwézen é-béd é liors Doué hén̄vel oud hou-man, na ker kaer hag hî.

9. O véza ma em bôa hé gréat kaer, ha m’é dôa kals a skourrou deliaouuz, ann holl wéz dudiuz eûz a liors Doué a érézé anézhi.

10. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma eo savet houn-nez enn hé uc’helder, ma é deûz gorréet bâr hé skourrou ker glaz ha ker stan̄k, ha ma eo bét savet hé c’haloun enn hé uc’helder ;

11. Em eûz hé lékéat étré daouarn ar c’hréva eûz ar brôadou, péhini a rai d’ézhi ar péz a garô ; enn abek d’hé fallagriez em eûz hé distaolet.

12. Diavésidi, hag ar ré grisa eûz ar brôadou, a drouc’hô anézhi, hag hé zaolô war ar ménésiou ; hé skourrou a gouézô a bép tû a-héd ann traon̄iénnou, hag hé bran̄kou a vézô torret war holl rec’hier ann douar ; hag holl boblou ann douar en em dennô a zindân hé skeûd hag a zilézô anézhi.

13. Holl evned ann én̄v a choumô enn hé diskariou, hag holl loéned ar mésiou en em dennô enn hé skourrou.

14. Dré-zé ann holl wéz, plan̄tet war ann doureier na zavin̄t mui enn hô uc’helder, ha na c’horrôin̄t mui hô bâr dreist hô skourrou ker stan̄k ; hag ar ré a vézô douret na choumin̄t két enn hô sâ : râg holl in̄t bét rôet d’ar marô é gwéled ann douar, é-kreiz bugalé ann dûd, gan̄d ar ré a ziskenn er poull.

15. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Enn deiz é péhini eo bét diskennet er béz, em eûz gréat kan̄v, hag em eûz hé gôlôet gan̄d al loun̄k ; hé steriou em eûz stan̄ket ; miret em eûz oud hé doureier vrâz da rédek ; al Liban a zô bét glac’haret diwar hé fenn, hag holl wéz ar mésiou a zô bét horellet.

16. Gan̄t trouz hé disman̄tr em eûz spoun̄tet ar brôadou, pa hé c’hasenn d’ann ifern, gan̄d ar ré a ziskenné er poull ; hag ann holl wéz dudiuz ar ré vrasa hag ar ré uc’héla eûz al Liban, péré a oa bét douret, a zô bét dizoaniet é gwéled ann douar.

17. Râg hî ivé a ziskennô enn ifern, gan̄d ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé ; ha kémen̄d hini anézhô a vézo bét da vréac’h d’ézhi, a vézô azézet dindân hé skeûd é-kreiz ar brôadou.

18. Out piou oud-dé hén̄vel, té péhini a zô kér brâz ha kenn uc’hel é-touez ar gwéz dudiuz ? Chétu oud bét diskennet gan̄d ar gwéz dudiuz é gwéled ann douar ; é-kreiz ar ré-zienwadet é kouski, gan̄d ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé. Ével-sé é vézô Faraon hag hé holl bobl, émé ann Aotrou Doué.


————


XXXII. PENNAD


Diougan all diwar-benn ann Éjipt.


1. Hag enn daouzékved bloaz, enn daouzékved mîz, enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, é teuaz gér ann Aotrou d’in, ô lavarout :

2. Mâb dén, grâ eur c’heinvan diwar-benn Faraon, roué ann Éjipt, ha lavar d’ézhan̄ : Out léon ar brôadou oud bét hén̄vel, hag oud ann aérouan̄t a zô er môr : skei a réez gan̄d da gorn kémen̄d a oa enn da steriou, tévalaad a réez ann doureier gan̄d da dreid, hag é vac’hez hô steriou.

3. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Astenna a rinn war-n-od va rouéjou gan̄d eul lôd brâz a boblou, hag é tidenninn ac’hanod em zeûlen.

4. Da deûrel a rinn war ann douar, hag é tilézinn ac’hanod war c’horré ar mésiou : lakaad a rinn evned ann én̄v da choum war-n-od, ha loéned ann douar holl d’en em walc’ha ac’hanod.

5. Da gîg a likiinn war ar ménésiou, hag é leûninn ann traon̄iennou gan̄d da vreinadurez.

6. Skuḻa a rinn da c’hoad brein war zouar ar ménésiou, hag é leûninn ann traon̄iennou gan-éz.

7. Pa vézi marô, é c’hôlôinn ann én̄v, hag é likiinn ar stéred da véza dû ; ann héol a c’hôlôinn gan̄d eur goabren, hag al loar na rôi két hé goulou.

8. Holl c’houlaouennou ann én̄v a likiinn da wéla war-n-od ; ann dévalien a skuḻinn war da zouar, émé ann Aotrou Doué, pa gouézô da ré-c’hlazet é-kreiz ann douar, émé ann Aotrou Doué.

9. Ha mé a lakai da skrija kaloun meûr a bobl, pa rôinn da anaout da zisman̄tr é-touez ar brôadou, é brôiou ha na anavézez két.

10. Ha me a lakai kalz poblou da zaouzani diwar da benn, hag hô rouéed a vézô spoun̄tet-brâz enn abek d’id, pa zéraouô va c’hlézé tréménoud dira-z-hô : ha pép-hini anézhô a grénô évit-han̄ hé-unan é deiz da zisman̄tr.

11. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Klézé roué Babilon a zeûi war-n-od.

12. Gan̄t klézéier ar ré gré é tiskarinn da lôd brâz a dûd : didrec’huz eo ann holl vrôadou-zé ; hag hi a gasô-da-gét balc’hder ann Éjipt, hag holl dûd a vézô bévézet.

13. Ha mé a lakai da vervel ann holl loéned a oa war-héd ann douréier vrâz ; ha na vézin̄t mui kéflusket gan̄t troad ann dén ; ha karn al loéned n’hô strafiḻô mui.

14. Neûzé é likiinn hô douréier da véza dizaotr, hag hô stériou da véza ével éô1, émé ann Aotrou Doué.

15. P’am bézô gwastet douar ann Éjipt ; pa vézô deûet didûd hé holl brô ; p’am bézô skôet gan̄d hé holl dûd ; hî a wézô neûzé pénaoz eo mé ann Aotrou.

16. Ével-henn hé gwéli, ével-henn hé gwélin̄t : merc’hed ar brôadou a wélo anézhan̄ ; gwélet é vézô war ann Éjipt, ha war hé holl bobl, émé ann Aotrou Doué.

17. Hag enn daouzékved bloaz, er pemzékved deiz eûz ar mîz, é teûaz gér ann Aotrou d’in, ô lavarout :

18. Mâb dén, kân eur ganaouen kan̄vaouuz diwar-benn holl bobl ann Éjipt ; ha distol hi hé-unan, hî ha merc’hed ar brôadou ar ré gréva, enn douar ann izéla, gan̄d ar ré a ziskenn er poull.

19. É pétra oud-dé kaéroc’h ? Diskenn, ha kousk gan̄d ar ré-zienwadet.

20. Kouéza a rain̄t dindân ar c’hlézé é-kreiz ar ré lazet : rôed eo ar c’hlézé, distaolet é vézô-hî, hag hé holl boblou.

21. Ar ré c’halloudusa é-touez ar ré gré a gomzô gan̄t-hi eûz a greiz ann ifern, hî péré a zô bét diskennet gan̄d hô skoazellerien, hag a zô marô dienwad, goudé béza bét lazet gan̄d ar c’hlézé.

22. Énô éma Assor, hag hé holl bobl ; hé vésiou a zô war hé drô ; holl in̄t bét lazet, holl in̄t bét kouézet dindân ar c’hlézé.

23. Rôet eo bét d’ézhô bésiou é gwéled ar poull ; hag hé holl bobl a zô enn-drô d’hé véz ; hî holl péré a zô bét lazet, péré a zô bét kouézet dindân ar c’hlézé, goudé béza bét taolet ar spoun̄t gwéc’hall é douar ar ré véô.

24. Énô éma Élam, hag hé holl bobl enn-drô d’hé véz ; hî holl péré a zô bét lazet, hag a zô bét kouézet dindân ar c’hlézé ; hî péré a zô diskennet dienwad é gwéled ann douar, hî péré hô deûz taolet ar spoun̄t é douar ar ré véô, hag hô deûz douget hô dismégañs gan̄d ar ré a ziskenn é gwéled ar poull.

25. É-kreiz ar ré lazet hô deûz lékéat hé wélé, é-touez hé holl boblou ; hé vésiou a zô enn-drô d’ézhan̄. Ar ré-zé holl a zô dienwadet hag a zô bet lazet gan̄d ar c’hlézé ; ô véza m’hô dôa taolet ar spoun̄t é douar ar ré véô ; hag hî hô deûz douget hô dismégan̄s gan̄d ar ré a ziskenn é gwéled ar poull ; é-kreiz ar ré lazet in̄t bét lékéat.

26. Énô éma Mosoc’h ha Tubal, hag hé holl bobl ; hé vésiou a zô enn-drô d’ézhan̄. Ar ré-zé holl a zô dienwadet, a zô bét lazet hag a zô bét kouézet dindân ar c’hlézé ; ô véza ma hô dôa taolet ar spoun̄t é douar ar ré véô.

27. Na gouskin̄t két gan̄d ar ré galounek, péré a zô bét kouézet hag hî dienwadet, péré a zô diskennet d’ann ifern gan̄d hô armou, hag hô deûz lékéat hô c’hlézéier dindân hô fennou ; hô fallagriézou a zô éat enn hô eskern, ô véza ma in̄t bét spoun̄t ar re gré é douar ar ré véô.

28. Té éta a vézô brévet é-kreiz ar ré-zienwadet, hag a gouskô gan̄d ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé.

29. Énô éma ann Iduméa hag hé rouéed, hag hé holl zuged, péré a zô bét lékéat gan̄t hô holl armé é-touez ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé ; hag hî a zô kousket gan̄d ar ré-zienwadet, ha gan̄d ar ré a ziskenn é gwéled ar poull.

30. Énô éma holl brin̄sed ann han̄ter-nôz, hag ann holl wénaérien, péré a zô bét kaset gan̄d ar ré a zô bét lazet, hag hi spoun̄tet-brâs, ha leûn a véz enn hô ners ; kousket in̄t dienwad é-touez ar ré a zô bét lazet gan̄d ar chlézé, ha douget hô deûz hô dismégan̄s gan̄d ar ré a ziskenn é gwéled ar poull.

31. Faraon en deûz hô gwélet, hag a zô bét dizoaniet gan̄d al lôd brâz eûz hé bobl a zô bét lazet gan̄d ar c’hlezé. Faraon hag hé holl armé, émé ann Aotrou Doué :

32. Râk rôet em eûz va heûz é douar ar ré véô ; hag hén̄ a zô bét kousket é-kreiz ar ré-zienwadet, gan̄d ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé, da lavaroud eo, Faraon hag hé holl bobl, émé ann Aotrou Doué.


————


XXXIII. PENNAD


Ann Aotrou na c’houlenn két koll tî Israel, hôgen hé zistrô oud Doué.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Mâb dén, komz out bugalé da bobl, ha lavar d’ézhô : P’am bézô digaset ar c’hlézé war eur vrô, ha pa en dévézô kéméret pobl ar vrô-zé eunn dén eûz ar ré zistera, ha pa en dévézô hé lékéat da c’héder war-n-ézhô ;

3. Hag ô wélout ar c’hlézé ô ton̄t war ar vrô-zé, mar son gan̄d ar c’horn-boud, ha mar kélenn ar bobl :

4. Piou-bennâg a glévô soun ar c’horn-boud, ha na lakai két a évez ; mar teû ar c’hlézé war-n-ézhan̄, ha mar d-eo lazet gan̄t-han̄, hé c’hoad a gouézô war hé benn hé-unan.

5. Soun ar c’horn-boud en deûz klévet, ha n’en deûz két lékéat a évez ; hé c’hoad a gouézô war-n-ézhan̄ ; hôgen ma laka évéz, é savétei hé éné.

6. Mar gwél ar géder ar c’hlézé ô ton̄t, ha ma na son két gan̄d ar c’horn-boud ; ma n’en em ziwall két ar bobl, ha mar teû ar c’hlézé d’hô laza ; hen̄ a vézô kéméret enn hé fallagriez, hôgen hô c’hoad a c’houlenninn digan̄d dourn ar géder.

7. Ha té, mâb dén, da c’héder em eûz da rôet da dî Israel ; gériou va génou a zélaoui, hag é rôi da anaout d’ézhô ar péz em bézô lavaret.

8. Pa livirinn d’ann dén fallagr : Dén fallagr, mervel, mervel a rî, ma na gomz ket out ann dén fallagr évit ma en em dennô eûz hé hen̄t ; ann dén fallagr-zé a varvô enn hé fallagriez, hôgen hé c’hoad a c’houlenninn digan̄d da zourn.

9. Hôgen ma lévérez d’ann dén fallagr distrei diouc’h hé hen̄t, ha ma na zistrô két diouc’h hé hen̄t ; hén̄ a varvô enn hé fallagriez : hôgen té ez pézô diéûbet da éné.

10. Té éta, mâb dén, lavar da dî Israel : Ével-henn é komzit, ô lavarout : Hor fallagriézou hag hor péc’héjou a zô war-n-omp, hag enn-hô é tizéc’homp ; pénaoz éta é helfemp-ni béva ?

11. Lavar d’ézhô : Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, na fell két d’in marô ann dén fallagr, hôgen ma tistrôi ann dén fallagr eûz hé hen̄t, ha ma vévô. Distrôït diouc’h hô kwall hen̄chou : ha pérâg é varvot-hu, tî Israel ?

12. Té éta, mâb dén, lavar da vugalé da bobl : Gwirionez ann dén gwirion na zieûbô két anézhan̄ é pé zeiz-bennâg ma péc’hô ; ha fallagriez ann dén fallagr na rai két a c’haou out-han̄ é pé zeiz-bennâg ma tistrôi diouc’h hé fallagriez : hag ann dén gwirion na hellô két béva enn hé wirionez é pé zeiz-bennâg ma péc’hô.

13. Ma lavarann d’ann dén gwirion pénaoz é vévô, hag ô fisiout war hé wirionez, mar grâ fallagriez, hé holl wirionésiou a vézô lékéat é an̄kounac’h, hag hén̄ a varvô hé-unan er fallagriez en dévézô gréat.

14. Ha ma lavarann d’ann dén fallagr : Mervel, mervel a rî ; mar grâ pinijen eûz hé béc’hed, ha mar gra barnédigez ha gwirionez ;

15. Mar tistol ann dén fallagr-zé ar gwéstl ; mar rô ar péz en dôa skrapet, mar balé é kémennou ar vuez, ha ma né râ nétrâ a fall ; béva, béva a rai, ha na varvô két.

16. Ann holl béc’héjou en dôa gréat, na vézin̄t két tamallet d’ézhan̄ ; barnédigez ha gwirionez en deûz gréat ; béva, béva a rai.

17. Ha bugalé da bobl hô deûz lavaret : Né kéd éeun hen̄t ann Aotrou ; hôgen hô hen̄t-hi eo né kéd éeun.

18. Rak pa zilézô ann dén gwirion hé wirionez, hag é rai fallagriézou, é varvô enn-hô.

19. Ha pa zilézô ann dén fallagr hé fallagriez, hag é rai barnédigez ha gwirionez, é vévô enn-hô.

20. Hag é livirit : Né kéd éeun hen̄t ann Aotrou. Tî Israel, mé a varnô pép-hini ac’hanoc’h hervez hé hen̄chou.

21. Enn daouzékved bloaz, enn dékved mîz, er pempved deiz eûz ar mîz abaoé hon dizougadur, é teûaz eunn dén a oa bét téc’het diouc’h Jéruzalem d’am c’havout, ô lavarout : Disman̄tret eo ar géar.

22. Hôgen dourn ann Aotrou a zeûaz war-n-oun diouc’h ann abardaez, abarz ma teûaz ann hini a oa bét téc’het ; hag hen̄ a zigoraz va génou, ken̄t ma teûjé étrézég enn-oun diouc’h ar min̄tin, ha va génou ô véza bét digoret, na daviz mui.

23. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

24. Mâb dén, ar ré a choum enn dizériou-zé war zouar Israel a gomz hag a lavar : Abraham né oa néméd eunn dén, hag en deûz bét ann douar-man̄ é digouéz : ha nî a zô paot, ha d’éomp-ni eo rôet ann douar-zé é kers.

25. Râk-sé é liviri d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : C’houi péré a zebr ar c’hîk gan̄d ar goad, hag a zâv hô taoulagad étrézég hoc’h hudurézou, hag a skuḻ ar goad ; ha piaoua a réot-hu ann douar-zé é digwéz ?

26. Savet oc’h bét gan̄d hô klézeier, argarzidigézou hoc’h eûz gréat, pép-hini ac’hanoc’h en deûz gwallet grég hé nésa ; hag é piaouot ann douar-zé é digwéz ?

27. Lavar ann dra-man̄ d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Ével ma ounn béô, ar ré a choum enn dizériou a gouézô dindân ar c’hlézé ; ar ré a zô er parkeier, a vézô rôet da voéd d’al loéned ; hag ar ré a zô er c’hréou hag er c’héviou, a varvô gan̄d ar vosen.

28. Ha mé a lakai ann douar-zé da véza didûd ha dihen̄t, hag hé ners rôk a vézô kaset-da-gét ; ha ménésiou Israel a vézô mantret, ô véza na dréménô mui dén dré-z-hô.

29. Hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô lékéat hô douar da véza didûd ha dihen̄t, enn abek d’ann holl argarzidigézou hô deûz gréat.

30. Ha té, mâb dén, bugalé da bobl péré a gomz diwar da benn a-héd ar muriou, hag é-tâl dôriou hô ziez, a lavar ann eil d’égilé, pep-hini d’hé nésa : Deûit, ha sélaouomp pétrâ eo ar gér a zô deuet diouc’h ann Aotrou.

31. Hag hî a zeû étrézég enn-od, ével ma en em stroll eur bobl ; hag hî a azez dira-z-od, ével va fobl ; hag hî a zélaou da lavariou, ha na sévénon̄t két anézhô ; râg hî hô zrô é kanaouennou enn hô génou, hag hô c’haloun a ia da heûl hô fizôni.

32. Ha té a zô évit-hô ével eur ganaouen a giniad, a ganeur enn eunn doaré c’houék hag hétuz ; hag hî a glev da c’heriou, ha na sévénon̄t két anézhô.

33. Ha pa vézô deûet ar péz a zô bét diouganet (ha chétu e teû), neûzé é wézin̄t pénaoz é vézô bét eur profed enn hô zouez.


————


XXXIV. PENNAD


Diougan a-éneb ar wall vésérien.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Mâb dén, diougan diwar-benn mésérien Israel ; diougan, ha lavar d’ar vésérien : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Gwâ mésérien Israel, péré en em bask hô-unan ; ar vésérien hag hî a bask hô dén̄ved ?

3. Hô léaz a zebrac’h, gan̄d hô gloan en em c’hôlôac’h ; hag ar ré larda anézhô a lazac’h ; hôgen na baskac’h két va zropel.

4. N’hoc’h eûz két krévéet ar ré a oa toc’hor, ha n’hoc’h eûz két louzaouet ar ré a oa klan̄v, n’hoc’h eûz két liénennet ar ré a oa gouliet, n’hoc’h eûz két savet ar ré a oa kouézet, ha n’hoc’h eûz két klasket ar re a oa dian̄ket ; hôgen hô mestrounia a réac’h gan̄t garven̄tez ha gan̄t béli.

5. Ha va den̄ved a zô bet skiñet, ô véza n’hô dôa ket a véser ; hag hî a zô deûet da voéd da holl loéned ar mésiou, hag a zô bét skiñet.

6. Kildrôet hô deûz va zropellou war ann holl vénésiou ha war ann holl gréc’hiennou huel ; ha war c’horré ann douar holl eo bét skiñet va zropellou, ha né oa dén évid hô c’hlaskout, né oa dén, émé-vé, évid hô c’hlaskout.

7. Râk-sé, mésérien, sélaouit gér ann Aotrou :

8. Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, ô véza ma eo bét lézet va zropellou é preiz, ha ma éo bét va dén̄ved da voéd da holl loéned ar mésiou, dré na oa két a véser ; ha na glaské két va mésérien va zropellou ; hôgen ma en em baské ar vésérien hô-unan, ha na basken̄t két va zropellou :

9. Râk-sé, mésérien, sélaouit gér ann Aotrou :

10. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu é teûann va-unan étrézég ar vésérien-zé ; mé a glaskô va zropel hag hé dennô eûz hô daouarn, ha mé a virô na baskin̄t mui va zropel, ha n’en em baskô mui ar vésérien hô-unan : ha mé a zieûbo va zrôpel eûz hô génou, ha na vézô mui da voéd d’ézhô ;

11. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu é teûann va-unan da glaskout va dén̄ved, hag é emwélinn anézhô.

12. Ével ma emwél ar méser hé dropel, enn deiz ma en em gav é-kreiz hé zén̄ved a oa bét skiñet ; ével-sé é emwélinn va dén̄ved, hag é tieûbinn anézhô eûz ann holl léc’hiou é péré é vézin̄t bét skiñet enn deiz a goabr hag a dévalien.

13. Hô digas a rinn eûz a douez ar boblou, hag é strollinn anézhô eûz a gals brôiou, hag hô digasinn énn hô douar-hô-unan hag é paskinn anézhô war vénésiou Israel, a-héd ar gouériou, hag enn holl léc’hiou eûz ar vrô a zô tûd enn-hô.

14. Er gwella peûrvannou é paskinn anézhô : ménésiou huel Israel a vézô hô feurvann ; énô é c’hourvézin̄t war ar géot glâz, hag é peûrint er peûrvannou ar ré larta war vénésiou Israel.

15. Mé a baskô va den̄ved, ha mé hô lakai da c’hourvéza, émé ann Aotrou Doué.

16. Ar ré a oa dian̄ket a glaskinn, hag ar ré a oa kouézet a zavinn, hag ar ré a oa gouliet a liénenninn, hag ar ré a oa toc’hor a grévainn, hag ar ré a oa lard ha kré a virinn ; ha mé hô faskô gan̄t barnédigez.

17. Hôgen c’houi, va zropellou, ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a varnô étré ann dén̄ved hag ann dén̄ved, étré ann tourzed hag ar bouc’hed.

18. Ha né oa két a-walc’h d’é-hoc’h béza maget é peûrvann mâd, hép mac’ha gan̄d hô treid ann dilerc’h eûz ar peûrvann ? Ha pa hoc’h eûz évet dour skléar, hoc’h eûz strafiḻet ann dilerc’h gan̄d hô treid.

19. Ha va dén̄ved a beûré ar péz a oa bét mac’het gan̄d hô treid, hag a évé ar péz a oa bét strafiḻet gan̄d hô treid.

20. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué d’é-hoc’h : Chétu mé a varnô va-unan étré ann dén̄ved lard hag ann dén̄ved treûd ;

21. O véza ma voun̄tac’h gan̄d hô kôstésiou ha gan̄d hô tiskoaz, ha ma wen̄tac’h gan̄d hô kerniel ann holl zén̄ved toc’hor, kén n’hô pôa hô skiñet er méaz :

22. Hôgen mé a zieûbô va zropel, ha na vézô mui é preiz ; ha mé a varnô étré ann dén̄ved hag ann dén̄ved.

23. Ha mé a lakai da zével war-n-ézhô eur méser, péhini hô faskô, David va zervicher ; hén̄ hô faskô, hag hen̄ a vézô da véser d’ézhô.

24. Ha mé ann Aotrou a vézô da Zoué d’ézhô ; ha David va zervicher a vézô da brin̄s enn hô c’hreiz ; mé ann Aotrou em eûz hé lavaret.

25. Ha mé a rai gan̄t-hô eur gévrédigez a béoc’h hag a lakai-da-gét al loéned droug er vrô ; hag ar ré a choum enn distrô, a gouskô gan̄t fisian̄s er c’hoajou.

26. Hô leûnia a rinn a vennoz enn-drô d’am c’hrec’hien ; ar glaô a zigasinn enn hé amzer ; glavéier a vennoz é vézin̄t.

27. Gwéz ar mésiou a rôi hô frouez, hag ann douar a rôi hé hégin, hag hî a vézô enn hô brô héb aoun ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô torret chadennou hô iéô, hag em bézô hô zennet eûz a zaouarn ar ré a vestrounié anézhô.

28. Ha na vézin̄t mui da breiz d’ar brôadou, ha loéned ann douar n’hô debrin̄t mui ; hôgen hî a choumô énô gan̄d fisian̄s hag héb aoun é-béd.

29. Ha mé a lakai da zével enn-hô eur blan̄ten brudet-brâz ; ha na vézin̄t mui skarzet gan̄d ann naounégez war ann douar, ha na zougin̄t mui dismégans ar brôadou.

30. Hag hî a wézô pénaoz mé ann Aotrou hô Doué a zô gan̄t-hô, ha pénaoz hî, tî Israel, a vézô va fobl, émé ann Aotrou Doué.

31. Hôgen c’houi, va zropellou, tropellou va feûrvann, tûd oc’h ; ha mé eo ann Aotrou hô Toué, émé ann Aotrou Doué.


————

XXXV. PENNAD


Disman̄tr ann Iduméed.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Mab dén, trô da zaoulagad war-zu ménez Seir, ha diougan enn hé énep, ha lavar d’ézhan̄ :

3. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a zeû étrézég enn-od, ménez Seir, hag éc’h astenninn va dourn war-n-od, hag az likiinn da véza gwastet ha didûd.

4. Diskara a rinn da gériou, ha té a vézô didûd ; hag é wézi pénaoz eo mé ann Aotrou.

5. O véza ma oud bét eunn énébour peûr-baduz, ha ma oud éat gan̄d ar c’hlézé war-lerc’h bugalé Israel, é amzer hô glac’har, é amzer hô gwasa fallagriez.

6. Râk-sé ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, mé az rôi d’ar goâd, hag ar gôad a heûliô ac’hanod ; hag ô véza ma éc’h eûz kaséet ar goâd, ar goad a heûliô ac’hanod.

7. Ha mé a lakai ménez Seir da véza gwastet ha didûd ; hag é pellainn diout-han̄ ar ré a iéa hag a zeûé.

8. Leûnia a rinn hé vénésiou gan̄d ar ré eûz hé dûd a vézô bét lazet ; enn da grec’hiennou, hag enn da draon̄iennou, hag er frouden é kouézin̄t dindân ar c’hlézé.

9. Da lakaad a rinn enn eunn distrô peûr-baduz ; ha da gériou a vézô didûd ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.

10. O véza ma éc’h eûz lavaret : Diou vrôad ha diou vrô a vézô d’in, ha da zigwéz em bézô anézhô ; pétrâ-bennâg ma édô ann Aotrou énô :

11. Râk-sé ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, é rinn d’id hervez da vuanégez, hag hervez ann hérez hag ar c’hâs éc’h eûz diskouézet enn hô c’hén̄ver ; hag é teûinn da véza brudet enn hô zouez, p’am bézô da varnet.

12. Ha té a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, ha pénaoz em eûz klévet ann holl gunuc’hennou éc’h eûz embannet a-enep ménésiou Israel, ô lavarout : Didud in̄t ; roet in̄t d’é-omp da loun̄ka.

13. Hô kénou a zô bét savet em énep ; gériou balc’h hoc’h eûz lavaret diwar va fenn ; ha mé em eûz hé c’hlévet.

14. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Pa vézô ar vrô holl el lévénez, mé az lakai enn eunn distrô.

15. Ével ma oud en em laouénéet diwar-benn digwéz tî Israel, ô véza ma eo bét disman̄tret, ével-sé é rinn d’id : disman̄tret é vézi, ménez Seir, hag ann Iduméa holl ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.


————


XXXVI. PENNAD


Distrô bugalé Israel enn hô douar.


1. Hôgen té, mâb dén, diougan diwar-benn ménésiou Israel, ha lavar : Ménésiou Israel, sélaouit gér an Aotrou :

2. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma en deûz ann énébour lavaret diwar hô penn : Ac’hâ, ar c’hréc’hiennou peûr-baduz a zô bét rôet d’é-omp é digwez :

3. Râk-sé diougan, ha lavar : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma oc’h bét gwastet ha mac’het trô-war-drô, ha deûet da zigwez d’ar brôadou all, ha ma oc’h deûet da zorc’hen ha da c’hoapérez ar boblou :

4. Râk-sé, ménesiou Israel, sélaouit gér ann Aotrou Doué : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué d’ar ménésiou, ha d’ar c’hrec’hiennou, d’ar froudou, ha d’ann traon̄iennou, d’ar c’hôz-diez didûd, ha d’ar c’hériou dilézet, péré a zô diboblet ha goapéet gan̄d ar boblou all trô-war-drô.

5. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Ével ma em eûz komzet é fô va buanégez a-éneb ar brôadou all, hag a-éneb ann Iduméa holl, péré a zô en em rôet va douar é digwéz gan̄t lévénez, a greiz hô c’haloun hag hô éné ; ha ma hô deûz hé zistolet évid hé wasta ;

6. Râk-sé diougan diwar-benn douar Israel, ha lavar d’ar ménésiou ha d’ar c’hréc’hiennou, d’ann tuniou ha d’ann traon̄iennou : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé em eûz komzet em buanégez hag em frouden, ô véza ma hoc’h eûz douget mézégez ar brôadou.

7. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Mé em eûz savet va dourn ha touet pénaoz ar brôadou a zô trô-war-drô d’é-hoc’h, a zougô ive hô mézégez.

8. Hôgen c’houi, ménésiou Israel, bannit hô skourrou, ha dougit hô frouez évit va fobl a Israel : râk daré eo da zon̄t.

9. Râk mé a zeû étrézég enn-hoc’h, hag é trôinn ouz-hoc’h ; aret é viot, hag é viot hadet.

10. Paotta a rinn enn~hoc’h ann dûd, hag holl di Israel ; ar c’hériou a vézô lékéat tûd enn-hô, hag ann dizériou a vézô savet a névez.

11. Hô leûnia a rinn a dûd hag a loéned ; hag hî a baottô, hag a greskô ; hô lakaad a rinn da véza poblet ével a gen̄t, brasoc’h madou a rôinn d’é-hoc’h, égét n’hô pôa ken̄t ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

12. Digas a rinn war-n-hoc’h tûd, va fobl a Israel, hag hî a biaouô ac’hanoc’h é digwez ; ha té a vézô da zigwez d’ézhô, hag hivizikenn n’en em gavi mui hép-z-hô.

13. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doue : O véza ma lévéron̄t ac’hanoc’h : Té a loun̄k ann dûd hag a voug da bobl :

14. Rak-sé na loun̄ki mui ann dûd, ha na lazi mui da bobl, émé ann Aotrou Doué :

15. Na likiinn mui da glévout enn-od trouz ar brôadou, ha na zougi mui mézégez ar boblou, ha na golli mui da bobl, émé ann Aotrou Doué.

16. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

17. Mâb dén, bugalé Israel a zô bét ô choum enn hô douar, hag hî hô deûz hé zaotret enn hô hen̄chou hag enn hô ôberiou ; hô hen̄t a zô deûet dira-z-oun ével hudurez eur vaouez enn hé misiou.

18. Hag em eûz skuḻet va frouden war-n-ézhô, enn abek d’ar goad hô deûz skuḻet war ann douar, ha d’hô idolou gan̄t péré hô deûz hé zaotret.

19. Hô skiñet em eûz é-touez ar brôadou, hag hô gwen̄tet em eûz dré ar brôiou ; hervez hô hen̄chou hag hervez hô ôberiou em eûz hô barnet.

20. Hag hî a zô deûet é-touez ar brôadou etrézé péré é oan̄t bét éat, hag hô deûz saotret va hanô san̄tel, pa lavared anézhô : Pobl ann Aotrou eo hen-nez, hag eûz hé zouar in̄t éat-kuît.

21. Truézet em eûz va hanô san̄tel, a oa bét saotret gan̄t tî Israel, é-touez ar brôadou étrézé péré é oan̄t bét éat.

22. Râk-sé é liviri da dî Israel : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Né kéd évid-hoc’h, tî Israel, é rinn kémen̄t-sé, hôgen évit va hanô san̄tel hoc’h eûz saotret é-touez ar brôadou étrézé péré é oac’h éat.

23. Ha mé a zan̄télô va hanô brâz, a zô bét saotret é-touez ar brôadou, hoc’h eûz saotret c’houi enn hô c’hreiz : évit ma wézô ar brôadou pénaoz eo mé ann Aotrou, émé Aotrou ann arméou, pa vézinn bét san̄télet enn-hoc’h dira-z-hô.

24. Râk mé hô tennô eûz a douez ar brôadou, hag hô strollô eûz ann holl vrôiou, hag hô tigasô enn hô touar hoc’h-unan.

25. Ha mé a skuḻô war-n-hoc’h dour glân, ha c’houi a vézô glanet eûz hoc’h holl saotrou, ha mé hô klanô eûz hoc’h holl idolou.

26. Ha mé a rôi d’é-hoc’h eur galoun névez, hag a lakai enn hô kreiz eur spéred névez ; hag é tenninn ar galoun vean eûz hô kig, hag é rôinn d’é-hoc’h eur galoun gik.

27. Hag é likiinn va spéred enn hô kreiz ; hag é likiinn ma valéot em c’hélennou, ha ma virot va barnédigézou, ha ma hô sévénot.

28. Ha c’houi a choumô enn douar em eûz rôet d’hô tadou ; ha c’houi a vézô da bobl d’in, ha mé a vezô da Zoue d’é-hoc’h.

29. Ha mé hô tieûbô eûz hoc’h holl zaotrou ; ha mé a c’halvô ann éd, hag a greskô anézhan̄ ; ha na zigasinn mui ann naounégez war-n-hoc’h.

30. Paotta a rinn frouez ar gwéz, hag édou ar parkéier, évit na zougot mui mézégez ann naounégez é-touez ar boblou.

31. Ha don̄d a rai koun d’é-hoc’h neûzé eûz hô kwall hen̄chou, hag eûz hô troug-ôberiou ; hag hô fallagriézou, hag hô kwallou a zisplijô d’é-hoc’h.

32. Né kéd évid-hoc’h her grinn, émé ann Aotrou Doué, bézet anat évid-hoc’h ; bézit mézékéet ha rusiit eûz hoc’h hen̄chou, tî Israel.

33. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Enn deiz é péhini em bézô hô klanet eûz hoc’h holl fallagriézou, em bézô aspoblet hô kériou, hag assavet hô tizériou,

34. Ma vézô labouret a-névez ann douar-zé péhini a oa didûd, ha gwastet holl é daoulagad ann holl argarzérien,

35. É livirin̄t : Ann douar fraost-zé a zô deûet ével eul liors dudiuz ; ar c’hérioû didûd, ha dilézet, ha gwastet, a zô deûet da véza kré.

36. Ha kémen̄t a choumô eûz ar brôadou enn-drô d’é-hoc’h a wézô pénaoz mé ann Aotrou eo em eûz assavet ar péz a oa bét diskaret, em eûz asplan̄tet ar péz a oa bét deûet frâost, pénaoz eo mé ann Aotrou em eûz komzet, hag em eûz gréat.

37. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Bugalé Israel am c’havô c’hoaz, évit ma rinn kémen̄t-man̄ évit-hô ; hô faotta a rinn ével eunn dropel dûd,

38. Ével eunn dropel zañtel, ével tropel Jéruzalem enn hé gouéliou lîd. Ével-sé ar c’hériou didûd ken̄t, a vézô leûn a dropellou tûd ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.


————


XXXVII. PENNAD


Grounn Israel ha Juda.


1. Dourn ann Aotrou a zeûaz war-n-oun, hag am c’hasaz er-méaz gan̄t spéred ann Aotrou ; hag hén̄ am lézaz é-kreiz eur gompézen a oa leûn a eskern.

2. Hag hén̄ am c’hasaz enn hô zouez trô-war-drô ; hôgen hî a oa paot war c’horré ann douar, ha séac’h meûrbéd.

3. Hag hen̄ a lavaraz d’in : Mâb dén, ha té a gréd é vé béô ann eskern-zé ? Ha mé a lavaraz : Aotrou Doué, té her goar.

4. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Diougan diwar-benn ann eskern-zé, ha lavar d’ézhô : Eskern séac’h, sélaouit gér ann Aotrou.

5. Ével-henn é lavar ann Aotrou d’ann eskern-zé : Chétu mé a lakai eur spered enn-hoc’h, hag é vévot.

6. Ha mé a lakai da zével war-n-hoc’h nervennou, ha kîk da greski war-n-ézhô ; hag éc’h astenninn kroc’hen war gémen̄t-sé ; hag é rôinn spéred d’é-hoc’h ; hag é vévot, hag é wiot pénaoz eo mé ann Aotrou.

7. Ha mé a ziouganaz ével ma oa bét gourc’hémennet d’in ; ha pa ziouganenn, é oé klévet eunn trouz, hag e oé gwélet eur fin̄v ; hag ann eskern a dôstaaz oud ann eskern, pép-hini oud hé framm.

8. Ha mé a wélaz, ha chétu é savaz war-n-ézhô nervennou, ha kîk : kroc’hen en em astennaz ivé war-n-ézhô ; hôgen na oa két a spéred enn-hô.

9. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Diougan d’ar spéred ; diougan, mâb dén, ha lavar d’ar spéred : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Deûz, spéred, eûz ar béder avel, ha c’houéz war ar ré varô-zé, évit ma asbévin̄t.

10. Ha mé a ziouganaz ével m’en dôa gourc’hémennet d’in ; hag ar spéred a iéaz enn-hô, hag é vévchon̄t ; hag hî a zavaz war hô zreid, enn eunn armé brâz-meûrbéd.

11. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Mâb dén, ann holl eskern-zé eo tî Israel ; hî hô deûz lavaret : Dizéc’het eo hon eskern, ha kollet eo hor géd ; ha nî a zô rannet.

12. Râk-sé diougan, ha lavar d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé, va fobl, a zigorô hô pésiou, hô tenna a rinn eûz hô pésiou, hag é tigasinn ac’hanoc’h é douar Israel.

13. Ha c’houi a wézô, va fobl, pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô digoret hô pésiou, ha p’am bézô hô tennet eûz hô pésiou,

14. Ha p’am bézô rôet va spéred enn-hoc’h, hag é viot béô, hag em bézô hô lékéat da arzaôi enn hô touar hoc’h-unan ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou em eûz lavaret ha gréat kémen̄t-sé, émé ann Aotrou Doué.

15. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

16. Ha té, mab dén, kémer eunn tamm koat, ha skrîv war-n-ézhan̄ : Da Juda ha da vugalé Israel hé eiled. Ha kémer eunn tamm koat all, ha skrîv war-n-ézhan̄ : Da Jozef, koat Éfraim, ha da holl di Israel hé eiled.

17. Ha tôsta ann daou damm koat-zé ann eii oud égilé évid hô unani ; hag hî a vézô ével unan enn da zourn.

18. Ha pa gomzô bugalé da bobl ouz-id, ô lavarout : Ha na ziskuḻi két d’é-omp pétrâ eo da lavarout ar péz a réz ?

19. É liviri d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a gémérô koat Jozef, a zô é dourn Éfraim, ha breûriézou Israel a zô unanet gan̄t-han̄ ; ha mé hô lakai kévret gan̄t koat Juda, hag a rai anézhô eur c’hoat hép-kén ; hag hî a vézô em dourn ével eur c’hoat hép-kén.

20. Hag ann tammou koat war béré éz pézô skrivet a vézô enn da zourn dira-z-hô.

21. Hag é liviri d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a gémérô bugalé Israel eûz a greiz ar brôadou étrezé péré é oan̄t éat ; ha mé hô strollô a bép-tû, hag hô digasô enn hô brô hô-unan.

22. Ha mé a rai anézhô eur bobl hép-kén enn hô douar war vénésiou Israel ; ha na vézô néméd eur roué évit réna war-n-ézhô holl ; ha na vézô mui diou vrôad anézhô, na vézin̄t mui rannet é diou rouan̄télez.

23. Ha na vézin̄t mui saotret gan̄d hô idolou, gan̄d hô argarzédigézou, ha gan̄d hô holl fallagriézou ; ha mé hô dieûbô eûz ann holl lec’hiou é péré hô deûz péc’het, ha mé hô glanô ; hag hî a vézô da bobl din, ha mé a vézô da Zoué d’ézhô.

24. Va zervicher David a vézô da roué war-n-ézhô, ha na vézô néméd eur méser évit-hô holl ; em barnédigézou é valéin̄t, ha va gourc’hémennou a virin̄t hag a heûḻin̄t.

25. Hî a choumô enn douar em eûz rôet d’am servicher Jakob, é péhini eo bét choumet hô tâdou ; hag hî a choumô enn-han̄, hî hag hô mipien, ha mipien hô mipien da-vikenn ; ha David va zervicher a vézô da brin̄s d’ézhô da-vikenn.

26. Ha mé a rai kévrédigez gan̄t-hô ; va c’hévrédigez gan̄t-hô a vézô peûr-baduz. Mé hô diazézô, hô faottô, hag a lakai va zan̄tuar enn hô c’hreiz da-vikenn.

27. Va zabernakl a vézô enn-hô ; ha mé a vézô da Zoué d’ézhô, hag hî a vézô da bobl d’in.

28. Hag ar brôadou a wézô pénaoz mé ann Aotrou eo san̄tuar Israel, pa vézô va zan̄tuar enn hô c’hreiz da-vikenn.


————


XXXVIII. PENNAD


Diougan a-enep Gog ha Magog.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Mâb dén, trô da zaoulagad war-zû Gog, war-zû douar Magog, war-zû priñs ha penn Mosoc’h ha Tubal ; ha diougan diwar hé benn,

3. Ha lavar d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a zeû étrézég enn-od, Gog, priñs ha penn Mosoc’h ha Tubal.

4. Ha mé az lakai da drei a bép tû, hag a lakai eur wesken enn da garvanou ; ha mé az digasô er-méaz, té ha da holl armé, ar c’hézek, hag ar varc’heien gôlôed holl a harnésiou, péré a zeûi enn eunn niver brâz, armet a wafiou, a dirennou hag a glézéier.

5. Ar Bersied, ann Étiopied, hag at Libied a vézô gan̄t-hô, hag hî holl a zougô tirennou ha tôkou-houarn.

6. Gamer hag hé holl vrézélidi, tî Togorma, war-zû ann han̄ter-nôz, hag hé holl arméou, ha kalz a bobl a vézô gan-éz.

7. En em aoz, en em reiz, té hag al lôd-brâz a dûd a zô en em strollet enn-drô d’id, ha béz da c’hourc’hémenner d’ézhô.

8. Goudé kalz deisiou é vézi emwélet ; er bloavésiou divéza é teûi enn eunn douar, a zô bét dieûbet eûz ar c’hlézé, a zô bét strollet eûz a veûr a bobl war vénésiou Israel, péré a oa bét didûd a-vépréd ; ar ré-zé a zô bét digaset eûz a douez ar boblou, hag a choum enn douar-zé gan̄t fisian̄s.

9. Hôgen té a biñô, hag a zeûiô ével eunn arné, hag ével eur goabren, évit gôlei ann douar, té ha da holl arméou, ha kals poblou gan-éz.

10. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Enn deiz-zé é savô ratosiou enn da galoun, hag é venni gwall vénosiou.

11. Hag é liviri : Piña a rinn étrézég eur vrô divur ; moñd a rinn da gavout tud é péoc’h, péré a zô é pép fisian̄s, peré a choum holl hép muriou, ha n’hô deûz na prennou na dôriou :

12. Évit ma skrapi dibourc’hou, ma en em gargi a breiz, ma likii da zourn war ar ré a oa bét dilézet, hag a zô bét lékéat enn hô reiz ken̄t, war eur bobl a zô bét strollet eûz a douez ar brôadou, a zéraoué kaoud eunn dra enn hé gerz, ha choum é-kreiz ann douar.

13. Saba ha Dédan, ha marc’hadourien Tarsis, hag hé holl léoned a lavarô d’id : Ha n’oud-dé két deûet évit kéméroud dibourc’hou ? Chétu éc’h eûz strollet eul lod brâz a dûd évit skrapa ar preiz, évit kémérout ann arc’han̄t hag ann aour, ha kâs ann arrébeuri hag ann diwiskou, hag évit falc’ha madou brâz.

14. Râk-sé diougan, mâb dén, ha lavar da Gog : Ével-henn, é lavar ann Aotrou Doué : Enn deiz-zé, pa choumô va fobl Israel gan̄t fisian̄s, ha n’her gwézi két ?

15. Té a zeûi eûz da vrô, a dû ann han̄ter-nôz, té ha kals poblou gan-éz, holl biñet war gézek, enn eur van̄den vrâz, gan̄d eunn armé gré.

16. Ha té a zavô war va fobl Israel ével koabr, évit gôlei ann douar. Enn deisiou divéza é vézi, ha mé az tigasô war va douar, évit ma anavézô ar brôadou ac’hanoun, pa vézinn bét san̄télet enn-od dira-z-hô, ô Gog.

17. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Té éta eo ann hini a béhini em eûz komzet enn deisiou ken̄t, dré c’hénou va zervichérien, proféded Israel, péré hô deûz diouganet enn deisiou-zé, pénaoz é tigazchenn ac’hanod enn hô énep.

18. Hag enn deiz-zé, é deiz donédigez Gog war zouar Israel, émé ann Aotrou Doué, va buanégez a iélô bétég ar frouden.

19. Râg em oaz, é fô va buanégez em eûz lavaret : Enn deiz-zé é vézô eur c’héflusk brâz é douar Israel.

20. Pésked ar môr, hag evned ann éñv, ha loéned ar mésiou, ha kémen̄t prévéden a stléj war ann douar, ha kémen̄d dén a zô war c’horré ann douar, a grénô dira-z-oun ; hag ar ménésiou a vézô diskaret, hag ar girsier a vézô diskolpet, hag ann holl vuriou a gouézô d’am douar.

21. Ha mé a c’halvô out-han̄ ar c’hlézé em holl vénésiou, émé ann Aotrou Doué ; klézé pép-hini a drôi oud hé vreûr.

22. Ha mé a gasô va barn war-n-ézhan̄ gan̄d ar vosen, ha gan̄d ar goad, ha gan̄d eur glaô diboell, ha gan̄t mein diven̄t : tân ha soufr a likiinn da c’hlaôia war-n-ézhan̄, ha war hé armé, ha war ann holl arméou a vézô gan̄t-han̄.

23. Ha mé a ziskouézô péger brâz ounn, péger san̄tel ounn (T) ; ha mé en em rôi da anaout dirâk kalz poblou, péré a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou ?


————


XXXIX. PENNAD


Barn ann Aotrou a-énep Gog.


1. Hôgen té, mâb dén, diougan a-énep Gog, ha lavar : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a zeû war-n-od, Gog, prin̄s ha penn Mosoc’h ha Tubal.

2. Ha mé az lakai da drei a bép tû, hag az tigasô er-méaz, hag az lakai da biña eûz a dû ann han̄ter-nôz ; hag é kasinn ac’hanod war vénésiou Israel.

3. Terri a rinn da wareg enn da zourn kleiz, hag é likiinn da gouéza da zaésiou eûz da zourn déou.

4. War vénésiou Israel é kouézi, té ha da holl vrézélidi, ha da holl boblou a zô gan-éz ; d’al loéned ferô, d’al laboused, ha d’ann holl evned, ha da loéned ann douar, em eûz da rôet da voéd.

5. War c’horré ar mésiou é kouézi ; râk mé eo em eûz komzet, émé ann Aotrou Doué.

6. Ha mé a gasô ann tân war Vagog, ha war ar ré a choum enn énézi gan̄t fisian̄s : hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

7. Ha mé a rôi da anaout va hanô san̄tel é-kreiz va fobl a Israel, ha na lézinn mui da zaotra va hanô san̄tel ; hag ar brôadou a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, San̄t Israel.

8. Chétu é teû, chétu eo deûet, émé ann Aotrou Doué ; hé-man̄ eo ann deiz a béhini em eûz komzet.

9. Hag ar ré a choum é kériou Israel a iélô er-méaz ; hag hî a zévô hag a loskô ann armou, ann tirennou, ar goafiou, ar gwarégou, hag ar saésiou, hag ar bisier dourn, hag ar pikou ; hag hî hô loskô gan̄d ann tân a-héd seiz vloaz.

10. Ha na zigasin̄t két a goat eûz ar mésiou, ha na drouc’hin̄t két a geûneûd er c’hoajou ; râg hî a rai tân gan̄d ann armou-zé ; preiza a rain̄t ar ré hô dôa hô freizet, gwasta a rain̄t ar ré hô dôa hô gwastet, émé ann Aotrou Doué.

11. Chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé ; rei a rinn da C’hog enn Israel eul léac’h brudet da véz, traon̄ien ann dréménidi, é sâv-héol ar môr ; hag ar ré a dréménô a vézô souézet : hag hî a vésiô énô Gog hag hé holl armé ; hag al léac’h-zé a vézô galvet traon̄ien brézélidi Gog.

12. Ha tî Israel a vésiô anézhô a-héd seiz miz, évit karsa ann douar.

13. Holl bobl ar vrô hô bésiô ; hag ann deiz-zé é péhini em bézô san̄télet va hanô, a vézô évit-hô eunn deiz brudet-brâz émé ann Aotrou Doué.

14. Hag hî a lakai tûd évit emwélout ar vrô bépréd, évid en̄klaskout ha bésia ar ré a vézô choumet war-c’horré ann douar, évid hé garza ; goudé seiz miz é téraouin̄t ôber ann en̄klask-zé.

15. Hag hî a gerzô war-drô d’ar vrô ; ha pa wélin̄t askourn eunn dén, é likiin̄t eunn arouéz out-han̄, évit ma vézô bésiet gan̄d ar vésiérien é traonien brézélidi Gog.

16. Hôgen Amona eo hanô ar géar ; hag hî a garzô ann douar.

17. Hôgen té, mâb dén, ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Lavar d’ann holl laboused, ha d’ann holl evned, ha da holl loéned ar mésiou : Deûit kévret, hastit, rédit a bép tû étrézég ar viktim em eûz lazet évid-hoc’h, ar viktim brâz a zô war vénésiou Israel ; évit ma tebrot gîk, ha ma évot c’hoad.

18. Kîg ar ré gré a zébrot, ha goad prin̄sed ann douar a évot ; eûz ann tourzed, hag eûz ann ein, hag eûz ar vouc’hed, hag eûz ann tirvi, eûz ann evned-mûz, hag eûz ar ré larda.

19. Ha c’houi a zébrô lard enn hô kwalc’h, hag a évô goad kén na vézviot, eûz ar viktim a lazinn évid-hoc’h.

20. Ha c’houi en em walc’hô war va zaol gan̄d ar marc’h, ha gan̄d ar marc’hek kré, ha gan̄d ann holl dûd a vrézel, émé ann Aotrou Doué.

21. Ha mé a lakai va gloar é-touez ar brôadou ; hag ann holl vrôadou a wélô ar varnédigez em bézô gréat, ha va dourn em bézô pounnéréet war-n-ézhô.

22. Ha tî Israel a wézô pénaoz eo ann Aotrou hô Doué, a neûzé, ha da-vikenn.

23. Hag ar brôadou a wézô pénaoz tî Israel a zô deûet da sklâv enn abek d’hé fallagriez, ô véza ma hô deûz va dilézet, hag em eûz kuzet va dremm out-hô, hag em eûz hô lékéat étré daouarn hô énébourien, hag in̄t kouézet holl dindan ar c’hlézé.

24. Hervez hô saotr hag hô gwall em eûz gréat d’ézhô, hag em eûz kuzet va dremm out-hô.

25. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Bréman̄ é tigasinn sklaved Jakob, hag em bézô truez oud holl dî Israel ; hag é teûi oaz d’in évit va hanô san̄tel.

26. Hag hî a zougô ho mézégez, hag ann holl fallagriézou hô deûz gréat em énep, pa choumin̄t enn hô brô hô-unan gan̄t fisian̄s, hag héb aoun râk dén :

27. P’am bézô hô digaset eûz a dôuez ar brôadou, hag em bézô hô strollet eûz a vrôiou hô énébourien, hag é vézinn bét san̄télet enn hô zouez dirâk kalz a vrôadou.

28. Hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou hô Doué, ô véza ma em eûz hô dizouget é-touez ar brôadou, ha ma em eûz hô strollet enn hô brô hô-unan, ha n’em eûz lézet hini anézhô énô.

29. Ha na guzinn mui va dremm out-hô ; râk skuḻa a rinn va spéred war holl di Israel, émé ann Aotrou Doué.


————


XL. PENNAD


Ar profed a wél assével eur géar hag eunn templ.


1. Er pempved bloaz war-n-ugen̄t eûz hon dizougadur, é derou ar bloaz, enn dékved deiz eûz ar mîz, er pévarzékved bloaz goudé disman̄tr kéar : enn deiz-zé enn-déeun é teûaz dourn ann Aotrou war-n-oun, hag am c’hasaz dî.

2. É gwélédigésiou Doué é kasaz ac’hanoun é brô Israel, hag é lékéaz ac’hanoun war eur ménez uc’hel-meûrbéd, war béhini éz oa ével tî brâz eur géar trôet war-zû ar c’hrésteiz.

3. Hag hén̄ am lékéaz da von̄d ébarz : ha chétu eunn dén a wéliz en dôa eur sell a lugerné ével arem, hag enn hé zourn eul linen lîn, hag enn dourn all eur gorsen ven̄t : hag hen̄ a oa enn hé zâ é-tâl ann ôr borz.

4. Hag ann dén-zé a lavaraz d’in : Mâb dén, gwél gan̄d da zaoulagad, ha sélaou gan̄d da ziskouarn, ha laka da galoun war gémen̄t a ziskouézinn d’id : râg évid hô diskouéza d’id oud bét kaset aman̄ ; rô da anaout da dî Israel kémen̄d ez pézô gwélet.

5. Ha chétu eur vur enn diavéaz trô-war-drô d’ann tî a bép tû, hag é dourn ann dén eur gorsen ven̄t eûz a c’houec’h ilinad hag eur raouen a héd ; hag hen̄ a ven̄taz léd ar vûr eûz a eur gorsennad, hag ann uc’hélded ivé eûz a eûr gorsennad.

6. Hag hen̄ a zeûaz oud ann ôr a zellé war-zû ar sâv héol, hag é piñaz dré hé daésiou ; hag hén̄ a ven̄taz treûzou ann ôr eûz a eur gorsennad a léd, da lavaroud eo é oa unan eûz ann treûzou eûz a eur gorsennad a léd.

7. Ha pép kambr a oa eûz a eur gorsennad a héd, hag eûz a eur gorsennad a léd : hag étré ar c’hamprou éz oa pemp ilinad.

8. Treûzou ann ôr é-tâl ar porched é diabarz ann ôr, a oa eûz a eur gorsennad.

9. Hag hen̄ a ven̄taz porched ann ôr en dôa eiz ilinad, hag hé zalbenn daou ilinad ; hôgen porched ann ôr a oa enn diabarz.

10. Ann ôr war-zû ar sâv-héol é dôa teir chambr enn eunn tû, ha teir enn tû all ; eûz a eur ven̄t é oa ann teir c’hambr, hag eûz a eur ven̄t ann tri zalbenn diouc’h ann daou dû.

11. Hag hén a ven̄taz léd treûzou ann ôr, eûz a zég ilinad, hag héd ann ôr eûz a drizék ilinad :

12. Hag ar gôr dirag ar c’hamprou eûz a eunn ilinad ; hag ar véven a bép tî eûz a eunn ilinad ; hag ar c’hamprou eûz a c’houéac’h ilinad enn tû-man̄ hag enn tû-hon̄t.

13. Hag hen̄ a ven̄taz ann ôr adalek lein eur gampr bété lein ébén, eûz a bemp ilinad war-n-ugen̄t ; dôr ouc’h dôr.

14. Hag hen̄ a réaz talbennou éûz a drî-ugen̄t ilinad ; hag oud ann talbennou porched ann ôr a iéa trô-war-drô.

15. Hag eûz a dâl ann ôr a iéa bété tâl ar porched eûz ann ôr a ziabarz, han̄ter-kan̄t ilinad :

16. Ha prénestrou béskellek er c’hamprou, hag enn hô zalbennou, a ioa é diabarz ann ôr a bép tû, trô-war-drô : béz’ éz oa ivé é diabarz porchédou ar prénestrou trô-war-drô, hag é tâl ann talbennou gwéz-palmez livet.

17. Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun d’al leûren a-ziavéaz, ha chétu éz oa énô kamprou, hag al leûren a oa pavézet gan̄t mein trô-war-drô : trégon̄t kambr a ioa enn-drô d’ar pavez.

18. Hag ar pavez é talbenn ann ôriou, a ioa izéloc’h, hervez béd ann ôriou.

19. Hag hen̄ a ven̄taz al léd adaleg ann ôr izéla bété talbenn al leûren a ziabarz dré ann diavéaz, kan̄t ilinad war-zû ar sâv-héol, ha war-zû ann han̄ter-nôz.

20. Héñ a ven̄taz ivé, enn hé héd hag enn hé léd, ann ôr a zellé oud tû ann han̄ter-nôz eûz al leûren a-ziavéaz.

21. Hag hé gamprou a oa teir enn eunn tû, ha teir enn tû all ; hag hé dalbenn hag hé borched ével men̄t ann ôr gen̄ta, eûz a han̄ter-kan̄t ilinad a héd, hag eûz a bemp ilinad war-n-ugen̄t a léd.

22. Hé brénestrou, hag hé borched, hag hé gizelladuriou ével men̄t ann ôr a zelle oud ar sâv-héol ; seiz daez a ioa da biña hag eur porched dirâk.

23. Ha dôr al leûren a-ziabarz a ioa râg-énep da zôr ann han̄ter-nôz, hag ar sâv-héol ; hag hén̄ a ven̄taz eûz a eunn ôr d’ann ôr all, kan̄t ilinad.

24. Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun war-zû ar c’hrésteiz, ha chétu é wéliz eunn ôr a zellé oud ar c’hrésteiz ; hag hen̄ a ven̄taz ann talbenn hag ar porched anézhan̄, hervez ar mentou ken̄ta.

25. Hag hé brénestrou, hag hé borchédou trô-war-drô, ével ar prénestrou all ; eûz a han̄ter-kan̄d ilinad a héd, hag eûz a bemb ilinad war-n-ugen̄t a léd.

26. Seiz daez a ioa da biña, hag eur porched dirâk ; gwéz-palmez a ioa kizellet oud hé dalbenn, unan enn eunn tû, hag eunn all enn tû all.

27. Ha dôr al leûren a-ziabarz a ioa war-zû ar c’hrésteiz ; hag hén̄ a ven̄taz eûz a eunn ôr d’ann ôr all, war-zû ar c’hrésteiz, kan̄t ilinad.

28. Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun el leûren a-ziabarz oud dôr ar c’hrésteiz ; hag hén̄ a ven̄tas ann ôr hervez ar men̄tou ken̄ta.

29. Ann hévélep men̄tou a géméraz ivé eûz ar gampr, eûz hé zalbenn hag eûz hé forched ; eûz hé frénestrou, hag eûz ar porched trô-war-drô ; han̄ter-kan̄t ilinad a héd, ha pemb ilinad war-n-ugen̄t a léd.

30. Hag ar porched trô-war-drô, pemb ilinad war-n-ugen̄t a héd, ha pemb ilinad a léd.

31. Ar porched a iéa bétég al leûren a-ziavéaz ; ha gwéz-palmez a ioa enn hé dalbenn ; hag eiz daez a ioa évit piña dî.

32. Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun el leûren a-ziabarz war-zû ar sâv-héol ; hag hen̄ a ven̄taz ann ôr hervez ar men̄tou ken̄ta.

33. Ann hévélep men̄tou a géméraz ivé eûz ar gampr, eûz hé zalbenn, hag eûz hé forched : eûz hé frénestrou, hag eûz ar porched trô-war-drô ; han̄ter-kan̄t ilinad a héd, ha pemb ilinad war-n-ugen̄t a léd.

34. Hag é borched oud al leûren a-ziavéaz ; hag ar gwéz palmez a ioa kizellet oud hé dalbenn, tû-man̄ ha tu hon̄t ; ha dré eiz daez é piñed dî.

35. Hag hen̄ a gasaz ac’hanoun oud ann ôr a zellé oud ann han̄ter-nôz ; hag hén̄ a ven̄taz anézhi hervez ar men̄tou ken̄ta.

36. Hag ar gampr, hag hé zalbenn, hag hé forched, hag hé frénestrou ennn trô-war-drô, eûz a gan̄t ilinad a héd, ha pemp ilinad a léd.

37. Hag hé borched a zellé oud al leûren a-ziavéaz ; ha gwéz-palmez a ioa kizellet oud hé dalbenn, tû-man̄ ha tû-hon̄t : ha dré eiz daez é piñed dî.

38. Hag é pép kampr ann teñzor éz oa eunn ôr enn talbenn : énô é walc’hen̄t al loen-losket.

39. Hag é porched ann ôr éz oa diou daol enn tû-man̄ ha diou daol enn tû all, évit laza war-n-ézhô ann hostivou, hag évid ar péc’hed, hag évid ar gwall.

40. Hag enn tû a-ziavéaz a biñ étrézég ann ôr a zell oud ann han̄ter-nôz, éz oa diou daol ; hag enn tû all dirâk porched ann ôr, diou daol.

41. Péder zaol enn eunn tû, ha péder zaol enn tû all eûz ann ôr, eiz taol a ioa, war béré é lazen̄t.

42. Ar béder zaol évid al loen-losket a oa gréat gan̄t mein pévar-c’hornek, eûz a eunn ilinad han̄ter a héd, eûz a eunn ilinad han̄ter a léd, hag eûz a eunn ilinad a uc’hélded ; ha war-n-ézhô é lékéed al listri é péré é lazed ann hostivou hag ar viktimou.

43. Hag ar gon̄vor anézhô a oa eûz a eur raouennad, hag hén̄ en em eil-blégé enn diabarz trô-war-drô ; war ann taoliou é lékéad kîg ar c’hennig.

44. Er-méaz eûz ann ôr a-ziabarz édô kamprou ar ganérien el leûren a-ziabarz, a ioa é-tâl ann ôr a zellé oud ann han̄ter-nôz ; hô zâl a oa trôet war-zû ar c’hrésteiz : unan a ioa é-tâl dôr ar sâv-héol, hag a zellé war-zû ann han̄ter-nôz.

45. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Ar gampr-zé a zô trôet war-zu ar c’hrésteiz, a vézô évid ar véléien a veḻ évid diwall ann templ.

46. Ar gampr a zô trôet war-zû ann han̄ter-nôz, a vézô évid ar véléien a veḻ évit servich ann aoter. Ar ré-zé eo mipien Sadok, péré eûz a vipien Lévi a dôsta oud ann Aotrou évid hé zervicha.

47. Hag hen̄ a ven̄taz al leûren, é dôa kan̄t ilinad a héd, ha kan̄t ilinad a léd er pévar c’horn ; hag ann aoter dirâk tâl ann templ.

48. Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun é porched ann templ ; hag hén̄ a ven̄taz ar porched, péhini en dôa pemb ilinad enn eunn tû, ha pemb ilinad enn tû all ; ha léd ann ôr eûz a drî ilinad enn eunn tû, hag eûz a drî ilinad enn tû all.

49. Héd ar porched a ioa eûz a ugen̄t ilinad, hag hé léd eûz a unnég ilinad ; ha dré eiz daez é piñed dî. Peûliou a ioa oud ann talbenn, unan enn eunn tû, hag unan enn tû all.


————


XLI. PENNAD


Men̄t kévrennou ann templ.


1. Hag hen̄ a gasaz ac’hanoun enn templ, hag a ven̄taz ar postou, eûz a c’houéac’h ilinad a léd enn eunn tû, hag eûz a c’houéac’h ilinad a léd enn tû all, ével léd ann tabernakl.

2. Ha léd ann ôr a ioa eûz a zég ilinad ; ha kostésiou ann ôr eûz a bemb ilinad enn eunn tû, hag eûz a bemb ilinad enn tu all ; hag hen̄ a ven̄taz ann templ, eûz a zaou-ugen̄t ilinad a héd, hag eûz a ugen̄t ilinad a léd.

3. Hag hén̄ a iéaz ébarz, hag a ven̄taz post ann ôr eûz a zaou ilinad ; hag ann ôr eûz a c’houéac’h ilinad, ha léd ann ôr eûz a zeiz ilinad.

4. Hag hén̄ a ven̄taz dirâk tâl ann templ eunn héd a ugen̄t ilinad, hag eul léd a ugen̄t ilinad, hag é lavaraz d’in : Aman̄ éma san̄t ar zen̄t.

5. Hag hen̄ a ven̄taz môger ann tî eûz a c’houéac’h ilinad ; ha léd ar c’hostez eûz a bévar ilinad a bép tû trô-war-drô d’ann tî.

6. Hôgen al lôgou, lôg ouc’h lôg, diou wéach teir ha trégon̄t : béz’ ez oa skoazellou-plég a zavé enn-drô da vôger ann tî, évit skôra frammou al lôgou, héb béza harpet war vôger ann templ.

7. Béz’ éz oa eunn dérez roun̄d, hag a biñé é doaré eur werzid, hag a iéa, enn eur drei, bétég ar gampr uc’héla eûz ann templ : râk-sé ann templ a oa éc’honoc’h ouc’h-kréac’h égéd ouc’h-traon̄ ; hag ével-sé é piñed dré greiz eûz ar penn izéïa d’ar penn uc’héla.

8. Ha mé a wélaz al lôgou a oa é penn ann ti trô-war-drô ; hag hî hô dôa men̄t eur gorsen pé c’houéac’h ilinad.

9. Ha tévder ar vôger a-ziavéaz a oa enn-drô d’al lôgou, eûz a bemb ilinad ; hag ann tî a-ziabarz a oa é-kreiz eunn ti all.

10. Étré ar c’hamprou-zé hag ann tî éz oa eunn héd a ugen̄t ilinad a bép tû trô-war-drô,

11. Ha dôr al lôg war-zû léac’h ar béden ; eunn ôr war-zû ann han̄ter-nôz, hag eunn ôr war-zû ar c’hrésteiz ; ha léd léac’h ar béden, eûz a bemb ilinad trô-war-drô.

12. Kévren ann tî a oa rannet, ha trôet war-zû ann hen̄t a zell oud ar môr, a oa eûz a zég ilinad ha tri-ugen̄t a léd ; ha môger ann tî a oa eûz a bemb ilinad a devder trô-war-drô ; hag hé héd eûz a zég ilinad ha pévar-ugen̄t.

13. Hag hén̄ a ven̄taz ann tî, eûz a gan̄t ilinad a héd ; hag ar gévren eûz ann tî a oa rannet, eûz a gan̄t ilinad a héd.

14. Hag al léd dirâk tâl ann tî, hag ann hini a oa rannet é tû ar sâv-héol, eûz a gan̄t ilinad.

15. Hag hén̄ a ven̄taz héd ann tî, dirâg ann hini a oa rannet diouc’h ann diadré, hag ar pon̄dalésiou a bép tû, eûz a gan̄t ilinad, gan̄d ann templ a-ziabarz, ha porchédou al leûren.

16. Ann treûzou, hag ar prénestrou a-dreûz, hag ar pon̄dalésiou trô-war-drô é tri zû, dirâk pép treûzen, hag hî gôlôet a goat a bép tû ; hôgen ann douar a iéa bétég ar prenestrou, hag ar prénestrou a oa serret a-ziouc’h ann ôriou.

17. Ha bétég enn tî a-ziabarz, hag enn holl vôger trô-war-drô, enn diabarz hag enn diavéaz, diouc’h ar ven̄t.

18. Ha kérubined ha gwéz palmez kizellet : eur wézen-balmez étré pép kérubin ; hag ar gérubined hô dôa diou zremm :

19. Dremm eunn dén oud eur wézen-balmez enn eunn tû, ha dremm eul léon oud ar wézen-balmez enn tû all ; hag ével-sé é oa reizet enn tî holl trô-war-drô.

20. Adaleg ann douar bété lein ann ôr, é wéled ar gérubined hag ar gwéz-palmez kizellet war vôger ann templ.

21. Pévar-c’hornek é oa ann ôr, ha tâl ar san̄tuar ; gwél ouc’h gwél.

22. Ann aoter, péhini a oa a goat, en dôa trî ilinad a uc’hélded, ha daou ilinad a héd ; hag hé c’horniou, hag hé gorré, hag hé c’hostésiou a oa a goat. Hag hen̄ a lavaraz d’in : Chétu ann daol a dlé béza dirâg ann Aotrou.

23. Diou zôr a ioa enn templ hag er san̄tuar.

24. Hag enn diou zôr éz oa ivé diou zôrik a bep tû, péré en em blégé ann eil war ébén ; ha diou zôrik a ioa a bép tû d’ann ôr vrâz.

25. Ha war zôriou ann templ éz oa kizellet kérubined ha gwéz-palmez, ével ma oan̄t kizellet war ar môgériou : râk-sé éz oa treûstou koat é-tâl ar porched enn diavéaz.

26. War ar ré-zé éz oa prénestrou a-dreûz, ha doaréou gwéz-palmez a bép tû, war beûliou ar porched, war gostésiou ann tî, ha war ar vôger holl.


————


XLII. PENNAD


Men̄t kamprou ann ten̄zor.


1. Hag hen̄ a gasaz ac’hanoun el leûren a-ziavéaz, dré ann hen̄t a gâs d’ann han̄ter-nôz ; hag hén̄ am lékeaz da von̄t é kampr ann ten̄zor, a ioa râg-éeun d’ann tî rannet, ha d’ann hini a oa trôet oud ann han̄ter-nôz.

2. Ann héd eûz a dâl ann tî-zé adalek dôr ann han̄ter-nôz a oa eûz a gan̄t ilinad, hag al léd eûz a han̄ter-kan̄t ilinad.

3. Oud al leûren a-ziabarz eûz a ugen̄t ilinad, hag oud al leûren a-ziavéaz pavézet gan̄t mein, é péléac’h édô ar pondalez frammet out trî pon̄dalez all.

4. Ha dirâk kamprou ann ten̄zor éz oa eur palier eûz a zég ilinad a léd, a zellé oud ann diabarz war-zû eunn hen̄t eûz a eunn ilinad ; hag hô dôriou a oa oud ann han̄ter-nôz :

5. Kamprou ann ten̄zor a oa izéloc’h oud kréac’h, ô véza ma oan̄t harpet war ar pon̄dalésiou, péré a valégé ouc’h traon̄, hag é-kreiz ann tî.

6. Râk trî c’hembot a ioa, ha n’hô dôa két a beûliou, ével ma oa peûliou al leûrennou ; râk-sé é valégen̄t ouc’h ann douar hag é-kreiz eûz a han̄ter-kan̄t ilinad.

7. Ar vôger a-ziavéaz eûz a gamprou ann ten̄zor, péré a oa é hen̄t al leûren a-ziavéaz dirâg ar c’hamprou, é dôa han̄ter-kan̄t ilinad a héd.

8. Râg ann héd eûz a gamprou ann ten̄zor el leûren a-ziavéaz a ioa eûz a han̄ter kan̄t ilinad, hag hô hed, dirâk tal ann templ, eûz a gan̄t ilinad.

9. Ha dindân ar c’hamprou-zé eûz ann ten̄zor éz oa eunn hen̄t war-zû ar sâv-héol, évid ar ré a zeûé dî eûz al leûren a-ziaveaz.

10. É tevder moger al leûren a oa râg-énep da hen̄t ar sâv-héol, ouc’h tâl ann ti rannet, éz oa c’hoaz kamprou dirâg ann tî-zé.

11. Eunn hen̄t a oa ivé dirâg ar ré-man̄, é-chîz ma oa dirâg ar c’hamprou a oa war-zû ann han̄ter-nôz ; hô héd a oa unvan, hag hô léd ivé ; hag ivé hô hen̄t, hag hô doaré, hag ho dôriou,

12. Ével dôriou ar c’hamprou a oa enn hen̄t a zellé oud ar c’hrésteiz, ével-sé é oa ivé eunn ôr é penn ann hen̄t a oa dirâg ar porched rannet, évid ar ré a zeûé eûz ar sâv-héol.

13. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Kamprou ann han̄tez-nôz, ha kamprou ar c’hrésteiz, péré a zô dirâg ann tî rannet, ar ré-zé a zô kamprou san̄tel ; enn-hô eo é tebr ar véléien, péré a dôsta oud ann Aotrou er san̄tuar : énô eo é lékéon̄t ann traou san̄tel, hag ar c’hennig évid ar péc’hed hag évid ar gwall ; râg al léac’h a zô san̄tel.

14. Pa vézô éat ar véléien ébarz, na zeûin̄t két er-méaz eûz al léac’h san̄tel el leûren a-ziavéaz, kén n’hô dévézô lézet énô ann diḻad gan̄t péré é réon̄t hô c’harg, rak san̄tel in̄t ; hag hî a wiskô diḻad all, abarz m’az ain̄t é-touez ar bobl.

15. P’en dôé peûr-ven̄tet ann tî a-ziabarz, é kasaz ac’hanoun dré ann ôr a zellé oud ar sâv-héol : hag hén̄ a ven̄taz ann héd a bép tû trô-war-drô.

16. Hén̄ a ven̄taz éta tû ar sâv-héol gan̄d ar gorsen-ven̄t, pemp kan̄t korsennad-ven̄t trô-war-drô.

17. Hag hén̄ a ven̄taz tû ann han̄ter-nôz, pemp kan̄t korsennad-ven̄t trô-war-drô.

18. Hag hén̄ a ven̄taz tû ar c’hrésteiz, pemp kan̄t korsennad-ven̄t trô-war-drô.

19. Hag hen̄ a ven̄taz tû ar c’hûs-héol, pemp kan̄t korsennad-ven̄t trô-war-drô.

20. Hag hén̄ a ven̄tas ar voger a bép tû, hervez ar béder avel trô-war-drô, pemp kan̄t korsennad a héd, ha pemp kan̄t korsennad a léd, étré ar san̄tuar ha léac’h ar bobl.


————


XLIII. PENNAD


Men̄t ann aoter.


1. Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun étrézég ann ôr a zellé oud ar sâv-héol.

2. Ha chétu gloar Doué Israel a zeûaz diwar-zû ar sâv-héol ; hag hé mouéz a oa ével trouz kalz doureier ; hag ann douar a luc’hé gan̄d hé veûrded.

3. Hag ar wélédigez-sé a oa hen̄vel oud ann hini am bôé, pa zeûaz évit kolla ar géar : enn hévélep doaré en em ziskouézaz, ével ma em bôa hé wélet é-tal ster C’hobar : ha mé a gouézaz war va dremm.

4. Ha meûrdez ann Aotrou a iéaz enn templ dré ann ôr a zellé oud ar sâv-héol.

5. Hag ar spéred a zavaz ac’hanoun, hag am c’hasaz d’al leûren a ziabarz ; ha chétu é oa leûn ann tî gan̄t gloar ann Aotrou.

6. Hag é kleviz anézhan̄ ô komza ouz-in eûz ann tî ; hag ann dén a oa enn hé zâ em c’hichen,

7. A lavaraz d’in : Mâb dén, aman̄ éma léac’h va zrôn, ha léac’h roudou va zreid, é péléac’h é chouminn é-kreiz bugalé Israel da-vikenn ; ha tî Israel na zaotrô mui va hanô san̄tel, nag hî nag hô rouéed, gan̄t hô gadélésiou, gan̄t bésiou hô rouéed, ha gan̄d al lec’hiou uc’hel.

8. Hî hô deûz gréat hô dôr out va dôr, hag hô fostou out va fostou : eûr vôger a oa étré mé hag hî ; hag hî hô deûz saotret va hanô san̄tel gan̄d ann argarzidigésiou hô deûz gréat ; râk-sé em eûz hô bévézet em buanégez.

9. Pellaen̄t éta bréman̄ hô gadélez, ha bésiou hô rouéed, ha mé a choumo bépréd enn hô c’hreiz.

10. Hôgen té, mâb dén, diskouéz ann templ da dî Israel, ra vézin̄t mézékéet gan̄d hô fallagriézou, ha ra ven̄tin̄t hé ôbéridigez.

11. Ha ra zeûin̄t da rusia eûz a gémen̄t hô deûz gréat. Diskouéz d’ézhô doaré ann tî, hé hen̄chou da von̄d ébarz ha da von̄d er-méaz, hag hé holl zisrével, hag hé holl gélennou, hag hé holl reiz, hag hé holl lézennou ; ha skrîv anézhô enn hô daoulagad : évit ma virin̄t hé holl zisrével hag hé gélennou, ha ma hô sévénin̄t.

12. Hou-man̄ eo lézen ann tî a dléeur da zével war lein ar ménez : hé holl héd trô-war-drô a zô san̄tel-brâz ; hou-man̄ eo éta lézen ann tî.

13. Hôgen chétu aman̄ men̄t ann aoter diouc’h ar gwir ilinad, péhini en dôa eunn ilinad hag eur raouennad. Hé dounder a oa eûz a eunn ilinad, hag hé léd eûz a eunn ilinad ; hag hé c’hleûz bétég hé gon̄vor, ha trô-war-drô, a oa eûz a eur raouennad ; ével-sé é oa an̄t ann aoter.

14. Hag eûz a leûr ann douar bétég ar gon̄vor divéza, daou ilinad, war eul léd eûz a eunn ilinad : hag eûz ar gon̄vor divéza bétég ar gon̄vor ken̄ta, pévar ilinad, war eul léd eûz a eunn ilinad.

15. Hôgen Ariel eo dôa pévar ilinad ; hag eûz a Ariel bétég ar penn uc’héla éz oa pévar c’horn.

16. Ariel en dôa daouzég ilinad a héd, ha daouzég ilinad a léd ; hag ével-sé é oa pévar-c’hornek, hag unvan hé gorniou.

17. Hé gon̄vor a oa eûz a bévarzég ilinad a héd, hag eûz a bévarzég ilinad a léd enn hé févar c’horn ; hag hé c’hurunen trô-war-drô eûz a eunn han̄ter-ilinad, hag hé dounder eûz a eunn ilinad trô-war-drô : hôgen hé dérésiou a oa trôet war-zû ar sâv-héol.

18. Hag hen̄ a lavaraz d’in : Mâb dén, ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu aman̄ lidou ann aoter, é pé zeiz-bennâg é vézô gréat ; ma vézô kenniget war-n-ézhan̄ al loen-losk, ha ma vézô skuḻet ar goad.

19. Ha té rôi d’ar véléien ha d’al Lévited, péré a zô eûz a wenn Sadok, péré a dôsta ouz-in, émé ann Aotrou Doué, évit ma kennigin̄t d’in eul leûé eûz ann tropel évid ar péc’hed.

20. Hag ô kémérout goad, é likii anézhan̄ war bévar c’horn ann aoter, ha war bévar c’hoñ ar gon̄vor, ha war ar gurunen trô-war-drô ; hag é glani anézhi, hag é san̄téli anézhi.

21. Ha té a gémérô al leûé a vézô bét kenniget évid ar péc’hed ; hag é tévi anézhan̄ enn eul léac’h distrô eûz ann tî, er méaz eûz ar san̄tuar.

22. Hag ann eil zervez é kennigi eur bouc’h iaouan̄k dinam évit ar péc’hed ; hag hî a c’hlanô ann aoter, ével ma hô deûz hé glanet gan̄d al leûé.

23. Ha p’az pézô hé peûr-c’hlanet, é kennigi eul leûé dinam eûz ann tropel, hag eunn tourz dinam eûz ann tropel.

24. Ha té hô c’hennigô dirâg ann Aotrou ; hag ar véléien a skuḻô c’hoalen war-n-ézhô, hag hô c’hennigô é sakrifiz-losk d’ann Aotrou.

25. A-héd seiz dervez é kennigi bemdez eur bouc’h évid ar péc’hed ; hag é vézô kenniget ivé eul leué hag eunn tourz eûz ann tropel, hag hî dinam.

26. A-héd seiz dervez é san̄télin̄t ann aoter, hag é c’hlanin̄t anézhi ; hag hî hé leûniô.

27. Ha pa vézô tréménet ann deisiou-zé, enn eizved devez ha goudé-zé, ar véléien a gennigô war ann aoter hô loéned-losk hag ar ré a gennigon̄t évid ar péoc’h ; ha mé a vézô en em unvanet gan-é-hoc’h, émé ann Aotrou Doué.


————


XLIV. PENNAD


Gwenn Sadok startéet er vélégiez.


1. Hag hén̄ a lékéaz ac’hanoun da zistrei étrézég ann hen̄t eûz a zôr ar san̄tuar a-ziavéaz, a zellé oud ar sav-héol, hag a oa serret.

2. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Ann ôr-zé a vézô serret ; na vézô két digoret, ha na dréménô dén dré-z-hi ; ô véza ma eo éat ébarz ann Aotrou Doué Israel dré-z-hi, hag é vézô serret

3. Évid ar prin̄s. Ar prin̄s hé-unan a azézô enn-hi, évit dibri bara dirâg ann Aotrou ; dré hen̄d dôr ar porched éz ai ébarz ha dré ann hévéleb hen̄t éz ai er-méaz.

4. Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun dré hen̄d dôr ann han̄ter-nôz dirâg ann tî ; hag é selliz, ha chétu gloar ann Aotrou a leûniaz tî ann Aotrou ; ha mé a gouézaz war da dremm.

5. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Mâb dén, laka enn da galoun, ha gwél gan̄d da zaoulagad, ha sélaou gan̄d da ziskouarn kémen̄d a livirinn d’id diwar-benn ann holl lidou eûz a dî ann Aotrou, ha diwar-benn hé holl lézennou ; ha laka enn da galoun hen̄chou ann templ, hag ann holl hen̄chou da von̄d er-méaz eûz ar san̄tuar.

6. Hag é liviri da dî Israel péhini a heskin ac’hanoun, ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Ra vézô a-walc’h hô kwallou d’é-hoc’h, tî Israel.

7. Béza digaset em san̄tuar mipien diavésidi, dienwad a galoun, ha dienwad a gîk, péré a zaotr va zî : béza kenniget va baraou, al lard hag ar goad ; béza torret va c’hévridigez gan̄d hoc’h holl wallou.

8. N’hoc’h eûz két miret kelennou va zan̄tuar : lékéat hoc’h eûz évit mirout kélennou va zan̄tuar diwallérien diouc’h hô ménoz hoc’h-unan.

9. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Kémen̄d diavésiad dienwad a galoun, ha dienwad a gîk n’az ai két em san̄tuar, na kémen̄t mab diavésiad a zô é-touez bugalé Israel.

10. Al lévited hô-unan, péré a zô en em dennet pell diouz-in évid heûlia fazi bugalé Israel, hag a zô bét faziet diouz-in ô von̄t war-lerc’h hô idolou, hag hô deûz douget hô fallagriez ;

11. Ar ré-zé a vézô da den̄zoridi em san̄tuar, da borsiérien oud dôriou va zî, ha da zervichérien em zî ; hî a lazô al loéned da leski, ha viktimou ar bobl ; hag hî en em zalc’hô enn hô zâ dira-z-hô, évid hô zervicha.

12. O véza ma hô deûz hô zervichet dirâg hô idolou, ha ma in̄t deûet da wall-skouér da dî Israel, ha da abek d’hé fallagriez ; râk-sé em eûz savet va dourn war-n-ézhô, émé ann Aotrou Doué, hag é tougin̄t hô fallagriez :

13. Ha na dôstain̄t két ouz-in évid ôber ar garg a vélek dira-z-oun, ha na dôstain̄t két oud hini eûz ann traou san̄tel a zô tôst da zan̄t ar zen̄t ; hôgen hî a zougô hô mézégez, hag ar gwallou hô deûz gréat.

14. Ha mé hô lakai da borsiérien ann tî, ha da zervichérien enn-han̄, évit kémen̄t a vézô da ôber.

15. Hôgen ar véléien hag al lévited mipien Sadok, péré hô deûz miret lidou va zañtuar, pa belléé bugalé Israel diouz-in, ar ré-zé a dôstai ouz-in évit va zervicha ; hag hî a choumô enn hô zâ dira-z-oun évil kenniga d’in al lard hag ar goad, émé ann Aotrou Doué.

16. Hî a iélô ébarz va zan̄tuar, hag hî a dôstai out va zaol évit servicha ac’hanoun, hag évit mirout va lidou.

17. Ha p’az ain̄t ébarz dôriou al leûren a-ziabarz, é vézin̄t gwisket gan̄t diḻad lîn ; ha n’hô dévézô nétrâ a c’hloan war-n-ézhô, pa rain̄t hô zervich oud dôriou al leûren a-ziabarz, hag enn diabarz.

18. Talédouigou lîn hô dévézô war hô fennou, ha lavrégou lîn enn-drô d’hô digroazel ; ha n’en em c’hourizin̄t két é doaré da c’houézi.

19. P’az ain̄t er-méaz el leûren a-ziavéaz é-touez ar bobl, é tiwiskin̄t ann diḻad hô dôa évid ôber hô c’harg, hag é likiin̄t anézhô é kampr ar san̄tuar, hag é wiskin̄t diḻad all ; ha na zan̄télin̄t két ar bobl gan̄d hô zaéou.

20. Na douzin̄t két hô fennou, ha na lézin̄t két hô bléô da greski ; hôgen hô zrouc’ha hag hô c’hrenna a rain̄t.

21. Bélek é-béd na évô gwîn, pa dléô mon̄d ébarz al leûren a-ziabarz.

22. Na zimézin̄t két gan̄d eunn in̄tan̄vez, na gan̄d eur c’hrég dilézet, hôgen gan̄t plac’hed-iaouan̄k eûz a wenn tî Israel. Koulskoudé é hellin̄t ivé kéméroud da c’hrég eunn in̄tan̄vez, a vézô in̄tan̄vez diwar eur bélek.

23. Deski a rain̄t d’am pobl pétrâ a zô san̄tel hag ar péz a zô saotr, diskouéza a rain̄t d’ézhô pétrâ a zô glân hag ar péz a zô dic’hlan.

24. Ha pa vézô strîv, hî a zavô em barnédigézou hag a varnô ; va lézennou ha va c’hélennou a virin̄t em holl lidou, hag é san̄télin̄t va deisiou sabbat.

25. N’az ain̄t két el léac’h ma vézô eunn dén marô, gan̄d aoun na ven̄t saotret, némét ma vé hô zâd pé hô mamm, hô mâb pé hô merc’h, hô breûr pé hô c’hoar, ma n’é deûz két bét eunn eil ozac’h ; saotret é vé gan̄t-hô.

26. Ha goudé ma vézô bét glanet, é vézô nivéret d’ézhan̄ seiz dervez.

27. Hag enn deiz m’az ai ébarz ar san̄tuar el leûren a-ziabarz, évit va zervicha er san̄tuar, é rai eur c’hennig évid hé béc’hed, émé ann Aotrou Doué.

28. N’hô dévézô két a zigwéz, mé eo hô digwéz ; na rôet két a berc’henniez d’ézhô enn Israel, râk mé eo hô ferc’henniez.

29. Hî a zébrô ar viktim a vézô kenniget évid ar péc’hed hag évid ar gwall ; ha kémen̄d a vézô gwestlet enn Israel a vézô d’ézhô.

30. Préveûdi ar ré-gen̄ta-ganet, hag ar c’hen̄ta-frouez eûz a gémen̄t a vézô kenniget, a vézô d’ar véléien ; rei a réot ivé d’ar bélek ar préveûdi eûz hô poéd, évid ma skuḻô ar vennoz war hô tî.

31. Ar véléien na zebrin̄t nag eûz a evn nag eûz a loen marô anézhô hô-unan, pé paket gan̄d eul loen all.


————


XLV. PENNAD


Lôd ar Prin̄s.


1. Pa zeûôt da ranna ann douar gan̄d ar sort, rannit ar bréveûdi évid ann Aotrou, eul lôd san̄télet eûz ann douar, eûz a bemp mil ilinad war-n-ugen̄t a héd, hag eûz a zék mil a léd ; san̄télet é vézô enn hé holl héd trô-war-drô.

2. Eûz ann héd-zé é vézô évid al léac’h san̄tel, eul léac’h pévar c’hornek eûz a bemp kan̄t ilinad a bép tû trô-war-drô : hag han̄ter-kan̄t ilinad trô-war-drô évid hé faboursiou.

3. Ha gan̄d ar ven̄t-zé é ven̄ti ennn héd eûz a bemp mil war-n-ugen̄t, hag eul léd eûz a zék mil, hag énô é vézô ann templ, ha san̄t ar zen̄t.

4. Al lôden san̄télet eûz ann douar a vézô évid ar véléien péré a râ servich ar san̄tuar, ha péré a dôsta évit servicha ann Aotrou ; hag al léac’h-sé a vézô da diez d’ézhô, ha d’ar san̄tuar san̄tel.

5. Pemp mil war-n-ugen̄t a héd, ha dék mil a léd a vézô ivé évid al Lévited, péré a ra servich ann tî ; hi hô dévézô ugen̄t kampr.

6. Rei a réot ivé é kers d’ar géar pemp mil a léd, ha pemp mil war-n-ugen̄t a héd, hervez rann ar san̄tuar, évid holl dî Israel.

7. D’ar prin̄s é vézô enn tû-man̄, hag enn tû-hon̄t é rann ar san̄tuar, hag é lôden ar géar, râg-énep da rann ar san̄tuar ha râg-énep da lôden ar géar, adaleg eur môr bétég ar môr all, adaleg eunn tû eûz ar sâv-héol bétég ann tû all ; hag ann héd a vézô kévatal da bép-hini eûz al lôdennou all, adaleg harzou ar c’hûs-héol, bétég harzou ar sâv-héol.

8. Hé gers en dévézô eûz a zouar Israel ; hag ar brin̄sed na breizin̄t mui va fobl ; hôgen rei a rain̄t ann douar da dî Israel hervez hô breûriézou.

9. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Bézet a-walc’h d’é-hoc’h prin̄sed Israel ; éhanit hô fallagriez hag hô preizérez, grit barnédigez hag éeunder ; rannit hô touarou diouc’h ré va fobl, émé ann Aotrou Doué.

10. Bézet reiz d’é-hoc’h ar valan̄s, ha reiz ann éfi, ha reiz ar batus.

11. Ann éfi hag ar batus a vézô kévatal, hag eûz a eunn hévélep men̄t : évit ma talc’hô ar batus ann dékved lôden eûz a eur c’horus, hag ann éfi ann dékved lôden eûz a eur c’horus : hô poéz a vézô kévatal hervez men̄t ar c’horus.

12. Ar sikl en deûz ugen̄t obolen ; ugen̄t sikl, ha pemp sikl warn-ugen̄t, ha pemzék sikl a râ ar min.

13. Ha chétu ar préveûdiou a gennigot : ar c’houec’hved lôden eûz a eunn éfi war eur c’horus gwiniz, hag ar c’houec’hved lôden eûz a eunn éfi war eur c’horus heiz.

14. É-kén̄ver men̄t ann éôl, eur batus éôl eo ann dékved lôden eûz a eur c’horus, ha dék batus a râ eur c’horus, râk dék batus garg leûn eur c’horus.

15. Eunn tourz eûz a eunn tropel a zaou c’han̄t a gennigot, eûz ar ré a vâg Israel évid ar sakrifisou, hag al loéned-losk, hag ar c’hennigou a béoc’h, évid hô diskarga, émé ann Aotrou Doué.

16. Holl bobl ar vrô a vézô dalc’het da rei ar préveûdiou-zé d’ar prin̄s enn Israel.

17. War garg ar prin̄s é vézô al loéned-losk, hag ar sakrifisou, hag ar boéd-kennig el lîdou, hag enn deisiou ken̄ta eûz ar mîz, hag enn deisiou sabbat, hag é holl wéliou tî Israel ; hen̄ a ginnigô évid ar péc’hed ar sakrifiz, hag al loen-losk hag ar viktimou a béoc’h, évid diskarga tî Israel.

18. Ével henn é lavar ann Aotrou Doué : Er miz ken̄ta, er c’hen̄ta deiz eûz ar mîz, é kéméri eul leûé eûz ann tropel hag hen̄ dinam, hag é puri ar san̄tuar.

19. Hag ar béleg a gémérô eûz ar goad a vézô kenniget évid ar péc’hed, hag hén̄ a lakai war bostou ann tî, war bévar c’horn rizen ann aoter, ha war bostou ann ôr eûz al leûren a-ziabarz.

20. Ével-sé é ri ivé er seizved deiz eûz ar mîz, évit kémen̄d hini en deûz péc’het dré ziwiziégez, hag a zô bét touellet gan̄d eur fazi ; hag é puri ann tî.

21. Er miz ken̄ta, er pévarzékved deiz eûz ar mîz, é vézô évid-hoc’h lîd ar Pask ; bara dic’hoell a vézô debret a-hed seiz dervez.

22. Hag ar prin̄s a gennigô enn deiz-zé évit-han̄, hag évid ann holl bobl eûz ar vrô, eul leûé évid ar péc’hed.

23. Hag a-héd lîd ar seiz dervez é kennigô d’ann Aotrou é sakrifiz-losk, seiz leûé ha seiz tourz dinam, bemdez a-héd ar seiz dervez ; ha bemdez eur bouc’h gevr évid ar péc’hed.

24. Hag hén̄ a gennigô ennn éfi dré bép leûé, hag eunn éfi dré bép tourz ; hag eunn hin éôl dré béb efi.

25. Er seizved mîz, er pemzékved deiz eûz ar mîz, é rai el lîd-zé a-héd seiz dervez, ével ma eo bét lavaret ken̄toc’h, kouls évid ar péc’hed, pe évid ar sakrifiz-losk, pé évid ar boéd-bennig, pé évid ann éôl.


————


XLVI. PENNAD


Lézennou é-ken̄ver ar sakrifisou.


1. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Dôr leûren a-ziabarz a zell oud ar sâv-héol a vézô serret a-héd ar seiz dervez é péré é laboureur ; hôgen é deiz ar sabbat é vézô digoret, hag er c’hen̄ta deiz eûz ar mîz é vézô digoret ivé.

2. Hag ar priñs a iélô ébarz dré hen̄t ar porched eûz ann ôr a-ziavéaz, hag é choumô enn hé za war dreûzou ann ôr ; hag ar véléien a gennigô évit-han̄ ar sakrifiz-losk hag ar viktimou a béoc’h ; hag hen̄ a azeûlô war dreûzou ann ôr, hag a iélô er-méaz ; hag ann ôr na vézô két serret bétég ar pardaez.

3. Ha pobl ar vrô a azeûlô ivé oud ann ôr-zé é deisiou ar sabbat hag enn deisiou ken̄ta eûz ar mîz, dirâg ann Aotrou.

4. Hôgen ar priñs a gennigô d’ann Aotrou ar sakrifiz-losk-zé, e deiz ar sabbat c’houéac’h oan dinam hag eunn tourz dinam.

5. Ha kennig eunn éfi évid ann tourz ; ar pez a gennigô hé zourn évid ann ein, hag eunn hin éô1 évit péb éfi.

6. Hag enn deiz ken̄ta eûz ar mîz eul leûé eûz ann tropel hag hén̄ dinam, ha c’houéac’h oan, ha c’houéac’h tourz, a vézô ivé dinam.

7. Hag hen̄ a rôi é kennig eunn éfi évid al leûé, hag eunn éfi évid ann tourz ; hag évid ann ein ar péz a gavô hé zourn ; hag eunn hin éôl évit péb éfi.

8. P’az ai ar prin̄s ébarz, éz ai dré hen̄t porched ann ôr, ha dré ann hévéleb hen̄t éz ai er-méaz.

9. Ha p’az ai pobl ar vrô dirâg ann Aotrou enn deisiou lîd, ann hini a vézô éat ébarz dré zôr ann han̄ter-nôz évid azeûli, a iélô er-méaz dré zôr ar c’hrésteiz ; hag ann hini a vézô éat ébarz dré zôr ar c’hrésteiz, a iélô er-méaz dré zôr ann han̄ter-nôz ; na zistrôi két dré hen̄t ann ôr dré béhini é vézô éat ébarz ; hôgen mon̄d a rai er-méaz dré ann hini a zô énep d’ézhi.

10. Hôgen ar prin̄s ô véza enn hô zouez, a iélô ébarz gan̄d ar ré a iélô ébarz, hag a iélô er-méaz gan̄d ar ré a iélô er-méaz.

11. Enn deisiou marc’had hag er gouéliou-brâz, é vézô kenniget eunn efi évid eul leûé, hag eunn efi évid eunn tourz ; hag évid ann ein ar péz a vézô kavet dindân ann dourn ; hag eunn hin éôl évit péb éfi.

12. Hôgen pa gennigô ar prin̄s a-ioul d’ann Aotrou eur sakrifiz-losk, pé eur sakrifiz a béoc’h, é vézô digoret d’ézhan̄ ann ôr a zell oud ar sâv-héol ; hag hén̄ a gennigô hé sakrifiz-losk hag hé sakrifiz a béoc’h, ével ma eo boazet da ôber é deiz ar sabbat ; hag hen̄ a iélô er-méaz ; hag é vézô serret ann ôr goudé ma vézô éat er-méaz.

13. Hag hen̄ a gennigô bemdez é sakrifiz-losk d’ann Aotrou eunn oan bloaz, hag hen̄ dinam ; ha diouc’h ar min̄tin her c’hennigô bépréd.

14. Hag hen̄ a gennigô péb min̄tin é sakrifiz évid ann oan-ze ar c’houec’hved lôden eûz a eunn éfi, hag ann drédé lôden eûz a eunn hin éôl, évid hé meski gan̄d ar bleûd : eur sakrifiz eo a dlé béza kenniget d’ann Aotrou hervez al lézen, bemdez ha da-vikenn.

15. Kenniga a rai éta ann oan, hag ar sakrifiz, hag ann éôl péb min̄tin ; hag ar sakrifiz-zé a vézô peûr-baduz.

16. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Ma râ ar prin̄s eur rô bennâg da unan eûz hé vipien, ar rô-zé a vézô da zigwéz d’ézhan̄ ha d’hé vipien, péré hô dévézô anézhan̄ é kers dré zigwéz.

17. Hôgen mar gra eul legad eûz hé vadou da unan eûz hé zervichérien, é vézô d’ézhan̄ bété bloaz ann distol ; ha neûzé é tistrôi d’ar prin̄s, hag hé zigwez a zeûi d’hé vipien.

18. Hag ar prin̄s na gémérô nétrâ eûz a zigwéz ar bobl dré rédi, nag eûz hé vadou ; hôgen eûz hé vadou hé-unan é rôi eunn digwéz d’hé vipien ; évit na vézô két kaset kuît va fobl pép-hini er-méaz eûz hé vadou.

19. Hag hén̄ a lékéaz ac’hanoun da von̄d ébarz dré eunn hen̄t a oa a gostez ann ôr, é kamprou ar san̄tuar, ma édô ar véléien, hag a zellé oud ann han̄ter-nôz ; hag énô éz oa eul léac’h trôet war-zû ar c’hûs-héol.

20. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Hé-man̄ eo al léac’h é péhini é poaz ar véléien ar péz a zô kenniget évid ar péc’hed, hag évid ar gwall, é péhini é poazon̄t ar boéd-kennig, évit n’hen dougin̄t két el leûren a-ziavéaz, ha na vézô két san̄télet ar bobl gan̄t-han̄.

21. Hag hen̄ a gasaz ac’hanoun er-méaz el leûren a-ziavéaz, hag a réaz d’in mon̄t é pévar c’horn al leûren ; ha chétu éz oa eul leûrennik é pép korn al leûren.

22. Hôgen ar béder leûrennik-zé savet é pévar c’horn al leûren, hô dôa daou-ugen̄t ilinad a héd, ha trégon̄t a léd ; hag eûz a eur ven̄t é oan̄t hô féder.

23. Hag eur vôger a ioa enn-drô da bép-hini eûz ar béder leûrennik-zé ; hag ar c’héginou a oa gréat dindân ar pon̄dalésiou trô-war-drô.

24. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Aman̄ éma tî ar c’héginou, é péhini servichérien tî ann Aotrou a lakai da boaza viktimou ar bobl.


————


XLVII. PENNAD


Harzou douar Israel.


1. Hag hén̄ a lékéaz ac’hanoun da zistrei oud dôr ann tî ; ha chétu dour a zeûé er-méaz eûz a zindân treûzou ann ôr war-zû ar sâv-héol : râk tal ann tî a zellé oud ar sâv-héol ; hôgen ann douréier a ziskenné eûz ann tû déou eûz ann templ, étrézeg ar c’hrésteiz eûz ann aoter.

2. Hag hen̄ a gasaz ac’hanoun dré hen̄t dôr ann han̄ter-nôz, hag a lékéaz ac’hanoun da drei dré ann hen̄t a-ziavéaz eûz ann ôr, dré ann hen̄t a zellé oud ar sav-héol ; ha chétu é tarzé ann douréier eûz ann tû déou.

3. Hag ann dén a zeûé eûz ar sâv-héôl, en dôa enn hé zourn eur gordennik, hag a ven̄taz eunn héd a vîl ilinad ; hag hén̄ a gasaz ac’hanoun a-dreûz d’ann dour bétég ann ufern.

4. Hag hén̄ a ven̄taz c’hoaz eunn héd a vil ilinad, hag a gasaz ac’hanoun a-dreûz d’ann dour bétég ann daoulin.

5. Hag hen̄ a ven̄taz c’hoaz eunn héd a vîl ilinad, hag a gasaz ac’hanoun a dreûz d’ann dour bétég ann digroazel. Hag hen̄ a ven̄taz c’hoaz eunn héd a vîl ilinad, ha chétu eur froud, ha na helliz két da dreûzi, ô véza ma oa c’houézet ann doureier, ha ma oa kresket ar froud, ha na hellet két hé zreûzi.

6. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Gwélet mâd éc’h eûz, mâb dén. Hag hén̄ a dennaz ac’hanoun hag am c’hasaz da ribl ar froud.

7. Ha pa oenn distrôet, é wéliz eul lôd brâz a wéz war ribl ar froud a bép tû.

8. Hag hen̄ a lavaraz din : Ann douréier-zé péré a zeû er-méaz war verniou tréaz étrézég ar sâv-héol, hag a ziskenn é kompézen ann distrô, a iélô ébarz ar môr, hag a zeûiô er-méaz, hag ann douréier a vézô iac’héet.

9. Ha kémen̄t loen béô a stlej, a vévô, é pé léac’h-bennâg ma teûi ar froud ; hag eul lôd brâz a bésked a vézô goudé ma vézô deûet énô ann douréier-zé, ha kémen̄d hini étrézé péhini é teûi ar froud, a vézô iac’héet hag a vévô.

10. Ar béskétérien en em zalc’hô war-n-ézhô  ; adaleg Engaddi bétég Engallim é vézô lékéat rouéjou da zec’ha : meûr a zeûrd pésked a vézô, ével pésked ar môr brâz, hag eul lôd brâz a vézô anézhô.

11. Hôgen war hé aod hag el lagennou na vézô két iac’héet ann douréier, râk da c’hoalen é vézin̄t rôet.

12. Ha war aotou ar froud a bép tû é savô a bép seurd gwéz frouézek. Na gouézô két hô déliou, ha na ziouérin̄t két a frouez ; pép mîz é tougin̄t frouez névez, ô véza ma teû hé douréier eûz ar san̄tuar ; hag hé frouez da voéd, hag hé déliou da louzou.

13. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Aman̄ éma ann harzou hervez péré é rannot ann douar étré ann daouzék breuriez eûz a Israel ; râk Jozef en deûz diou lôden.

14. Hôgen c’houi a biaouô anézhan̄ enn eunn doaré kévatal, kémen̄d ann eil hag égilé ; ann douar-zé em eûz touet hé rôjenn d’hô tadou ; hag ann douar-zé a gouézô d’é-hoc’h é digwéz.

15. Hôgen chétu aman̄ harzou ann douar : war-zû ann han̄ter-nôz, adaleg ar môr braz, ô ton̄d dré Hétalon da Zédada,

16. Da Emat, da Vérota, da Zabarim, péhini a zô étré harzou Damas hag harzou Émat, da dî Tic’hon, péhini a zô war harzou Auran.

17. Hé harzou a vézô adaleg ar môr bété leûren Énon, harzou Damas, hag eûz a eunn tû eûz ann han̄ter-nôz bétég ann tû all eûz ann han̄ter-nôz ; harzou Émat tû ann han̄ter-nôz.

18. Ha tû ar sâv-héol, eûz a greiz Auran, hag eûz a greiz Damas, hag eûz a greiz Galaad, hag eûz a greiz Douar Israel ; hag ar Jordan a vézô da harzou war-zû môr ar sâv-héol ; men̄ta a réôt ivé tû ar sâv-héol.

19. Ha tû ar c’hresteiz, eûz a Damar bété douréier ann Enébiez é Kadez ; hag eûz ar froud bétég ar môr brâz ; hag hé-man̄ eo tû ar c’hrésteiz.

20. Ha tû ar môr, ar môr brâz, adaleg eur penn râg-eunn, bété ma teûeur da Émat ; hé man̄ eo tû ar môr.

21. Ha c’houi a rannô ann douar-zé étré-z-hoc’h, hervez breuriézou Israel :

22. Ha c’houi hé gémérô da zigwéz d’é-hoc’h, ha d’ann diavésidi a zeûi enn hô touez, hag hô dévézô ganet bugalé enn hô kreiz ; hag hî a vézô évid-hoc’h ével pa ven̄t ganet er vrô é-touéz bugalé Israel ; hô lôd hô dévézô gan-é-hoc’h eûz ann douar é-kreiz breûriézou Israel.

23. E pé breûriez-bennâg é vézô eunn diavésiad, énô é rôod d’ézhan̄ hé lôd, émé ann Aotrou Doué.


————


XLVIII. PENNAD


Rann douar Israel étré ann daouzék breûriez.


1. Ha chétu aman̄ hanvou ar breûriézou adaleg harzou ann han̄ter-nôz a héd hen̄t Hétalon p’az éeur da Émat, leûren Énan, harzou Damas bétég ann han̄ter-nôz a-héd hen̄t Émat ; ha tû ar sav-héol hag ar môr a vézô hé harzou, rann Dan.

2. Ha war harzou Dan, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar môr, rann Aser.

3. Ha war harzou Aser, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar môr, rann Néftali.

4. Ha war harzou Neftali, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar môr, rann Manassez.

5. Ha war harzou Manassez, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar môr, rann Éfraim.

6. Ha war harzou Éfraim, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar môr, rann Ruben.

7. Ha war harzou Ruben, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar môr, rann Juda.

8. Ha war harzou Juda, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar môr, é vézô ar préveûdiou a rannot, eûz a bemp mil korsennad war-n-ugen̄t a léd hag a héd, hervez al lôdennou all, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar môr ; hag ar san̄tuar a vézô enn hô c’hreiz.

9. Ar préveûdiou a rannot évid ann Aotrou, a vézô eûz a bemp mil war-n-ugen̄t a héd, hag eûz a zék mil a léd.

10. Hôgen ar ré-zé a vézô préveûdiou san̄tuar ar véléien ; eûz a bemp mil war-n-ugen̄t a héd war-zû ann han̄ter-nôz, hag eûz a zék mil a léd war-zû ar môr, ha dék mil a léd war-zû ar sâv-héol, ha pemp mil war-n-ugen̄t a héd war-zû ar chrésteiz : ha san̄tuar ann Aotrou a vézô enn hô c’hreiz.

11. Ar san̄tuar a vézô évid ar véléïen eûz a vipien Sadok, péré hô deûz miret va lidou, ha n’hô deûz két faziet pa hô deûz faziet bugalé Israel, ével ma hô deûz faziet al Lévited hô-unan.

12. Hag hî hô dévézô da bréveûdiou, é kreiz préveûdiou ann douar, San̄t ar zen̄t, é-tâl harzou al Lévited.

13. Al Lévited hô dévézô ivé é-tâl harzou ar véléien pemp mil war-n-ugen̄t a héd, ha dék mil a léd. Ann holl héd a vézô eûz a bemp mil war-n-ugen̄t, hag al léd eûz a zék mil.

14. Ha na werzin̄t nétrâ anézhô, na gemmin̄t ha na zizougin̄t két préveûdiou ann douar, ô véza ma in̄t gwéstlet d’ann Aotrou.

15. Ar pemp mil a choum war ar pemp mil war-n-ugen̄t a léd a vézô dizan̄tel, ha dileûret évit tiez kéar hag hé faboursiou : hag ar géar a vézô é kreiz.

16. Ha chétu aman̄ hé men̄t : war-zû ann han̄tez-nôz, pemp kan̄t ha pévar mil ; war-zû ar c’hrésteiz, pemp kan̄t ha pévar mil ; war-zû ar sâv-héol, pemp kan̄t ha pévar mil ; war zû ar chûs-héol, pemp kan̄t ha pévar mil.

17. Faboursiou kéar hô dévézô war-zû ann han̄ter-nôz, daou c’han̄t hag han̄ter-kan̄t ; war-zû ar c’hrésteiz, daou c’han̄t hag han̄ter kan̄t ; war-zû ar sâv-héol, daou c’han̄t hag han̄ter-kan̄t ; war-zû ar môr, daou c’han̄t hag han̄ter-kan̄t.

18. Hôgen ar péz a choumô war ann héd é-tâl préveûdiou ar san̄tuar, dék mil war-zû ar sâv-héol, ha dék mil war-zû ar c’hûs-héol, a vézô ével préveûdiou ar san̄tuar ; hag hé frouez a vézô da voéd évid ar ré a zervichô kéar.

19. Hôgen ar ré a zervichô kéar, a vézô eûz a holl vreûriézou Israel.

20. Ann holl bréveûdiou péré a vézô eûz a bemp mil war-n-ugen̄t war bemp mil war-n-ugen̄t é pévar c’horn, a vézô rannet é préveûdiou ar san̄tuar, hag é kers kéar.

21. Hôgen ar péz a chournô a vézô évid ar prin̄s, a bep tû da bréveûdiou ar san̄tuar ha da lôden géar, adalek pemp mil war-n-ugen̄t eûz ar bréveûdiou, bétég harzou ar sâv-héol ; hag ivé war-zû ar môr adalek pemp mil war-n-ugen̄t ; betég harzou ar môr, é vézô c’hoaz é lôden ar prin̄s ; ha préveûdiou ar san̄tuar, ha san̄tuar ann templ a vézô enn hé greiz.

22. Hôgen eûz a lôden al Lévited, hag eûz a lôden kéar é vézô d’ar prin̄s ar péz a vézô étré harzou Juda, hag étré harzou Ben̄jamin.

23. Hag é-kén̄ver ar breûriézou all : eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar c’hûs-héol, rann Ben̄jamin.

24. Ha war harzou Ben̄jamin, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar c’hûs-héol, rann Siméon.

25. Ha war harzou Siméon, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar c’hûs-héol, rann Issakar.

26. Ha war harzou Issakar, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar c’hûs-héol, rann Zabulon.

27. Ha war harzou Zabulon, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar môr, rann Gad.

28. Ha war harzou Gad, é tû ar c’hrésteiz, hé harzou a vézô eûz a Damar bété douréier ann Enébiez é Kadez, ann digwéz oud ar môr brâz.

29. Hen-nez eo ann douar a rannot diouc’h ar sort étré breûriézou Israel ; ha chétu hô rannou, émé ann Aotrou Doué.

30. Ha chétu ann hen̄chou da von̄d er-méaz eûz a géar. Eûz a dû ann han̄ter-nôz, é ven̄ti pemp kan̄t ha pévar mil.

31. Ha persier kéar a gémérô hô hanvou eûz a vreûriézou Israel. Trî fors oud ann han̄ter-nôz ; pors Ruben, pors Juda, ha pors Lévi.

32. Ha war-zû ar sav-héol, pemp kan̄t ha pévar mil ; tri fors ; pors Jozef, pors Ben̄jamin, ha pors Dan.

33. Ha war-zû ar c’hrésteiz, é ven̄ti pemp kan̄t ha pévar mil ; trî fors ; pors Siméon, pors Issakar, ha pors Zabulon.

34. Ha war-zû ar c’hûs-héol ; pemp kan̄t ha pévar mil ; ha trî fors ; pors Gad, pors Aser, ha pors Neftali.

35. Hag hé zrô a vézô eûz a driouec’h mil ; hag hanô ar géar-sé adal ann deiz-zé a vézô : Ann Aotrou énô.