Bibl/Levr ar Profed Isaias

troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 1-61)



LEVR


AR PROFED ISAIAS.


————


I. PENNAD.


Tamallou ha gourdrouzou a-énep Jéruzalem.


1. Gwélidigez Isaias, mâb Amos, en deûz gwélet diwar-benn Juda ha Jéruzalem, é deisiou Ozias, Joatan, Ac’haz, hag Ézéc’hias, rouéed Juda.

2. Sélaouit, én̄vou, ha klev, douar, râg ann Aotrou en deûz komzet. Bugalé em eûz maget, hag em eûz savet : hôgen hî hô deûz va disprizet.

3. Ann éjenn a anavez hé berc’hen, hag ann azen kraou hé vestr : Israel n’en deuz két va anavézet, ha va fobl n’en deûz két poellet.

4. Gwâ ar vrôad péc’her, ar bobl karget a fallagriez, ar wenn zrouk, ar vugalé fall : dilézet ho deûz ann Aotrou, drouk-komzet hô deûz gan̄t san̄t Israel, distrôet in̄t war hô c’hîz.

5. War béléac’h é skôinn-mé ac’hanoc’h hiviziken, c’houi péré a laka gwall war wall ? Pép penn a zô môréduz, ha pép kaloun doaniuz.

6. Adalek kaloun ann trôad bété lein ar penn, n’eûz nétrâ a iac’h enn-han̄ : glâz, blon̄s, gouli tanuz, péhini n’eo két bét liénet, war béhini n’eûz két bét lékéat a louzou, ha n’eo két gwalc’het gan̄d éôl.

7. Hô touar a zô didud, hô keriou a zô losket gan̄d ann tân : ann diavésidi a wast hô prô dira-z-hoc’h, ha disman̄tret é vézô, ével eûr vrô dispennet gan̄d ann énébourien.

8. Ha merc’h Sion a vézô dilézet ével eul lôg skourrou enn eur winiek, ével eur gôdôer enn eur park kokombrou, hag ével eur géar rôet d’ar gwastadur.

9. Ma n’en défé Aotrou ann arméou miret d’é-omp tûd eûz hor gwenn, é vijemb bét ével Sodom, é vijemp deûet da véza hén̄vel out Gomorra.

10. Sélaouit gér ann Aotrou, prin̄sed Sodom, rôit skouarn da lézen hon Doué, pobl Gomorra.

11. Da bétrâ eo d’in al lod brâz a viktimou-zé a gennigit d’in ; émé ann Aotrou ? A-walc’h em eûz : na garann két sakrifisou hô tourzed, na lard hô tropellou, na goad al leûéou, ann ein hag ar bouc’hed.

12. Pa zeûec’h dira-z-oun, piou en deûz goulennet é vé kémen̄t-sé enn hô taouarn, évit mon̄d é leûren va zempl ?

13. Na gennigit mui a zakrifiz d’in enn aner : argarzuz éo ann ézan̄s d’in. N’hellann mui gouzan̄vi hô loariou-névez, hô sabbatou, hag hô kwéliou all ; fallagr eo hô strolladou.

14. Hô lidou eûz ar c’hen̄ta eûz ar miz, hag hô kwéliou all a gasaann em éné : da véac’h in̄t d’in, na hellann mui hô c’houzan̄vi.

15. Pa astennod hô taouarn, é tistroinn va daoulagad diouz-hoc’h : ha pa baottod hô pédennou, na zélaouinn kéd ouz-hoc’h ; râg hô taouarn a zô leûn a c’hoad.

16. En em walc’hit, bézit glân, tennit a zirâk va daoulagad drougiez hô ménosiou : éhanit ôber drouk ;

17. Deskit ôber ar mâd : klaskit ar varn, skoazellit néb a zô man̄tret, bézit reiz é-kén̄ver ann emzivad, difennit ann in̄tan̄vez.

18. Ha deûit, ha ren̄daélit ouz-in, émé ann Aotrou : pa vé hô péc’héjou ével skarlek, é teûin̄t da véza gwenn ével ann erc’h ; ha pa ven̄t rûz ével ann tané, é vézin̄t kann ével ar gloan ar gwenna.

19. Mar fell d’é-hoc’h va sélaoui, é tebrot madou ann douar.

20. Ma na fell két d’é-hoc’h, ha ma hégit ac’hanoun, ar c’hlézé a zisman̄trô ac’hanoc’h ; râg génou ann Aotrou en deûz hé lavaret.

21. Pénaoz ar géar féal, ha leûn a reizded ef-hi deûet da véza eur plac’h fall ? Ar reizded a choumé enn-hî ; hôgen bréma al lazerien.

22. Da arc’han̄t a zô trôet é kenn : da wîn a zô bét kemmesket gan̄d dour.

23. Da brin̄sed a zô disléal, hag eiled al laéroun : holl é karon̄t ar rôou, hag é en̄klaskon̄t ar gounidou : na varnon̄t két ann emzivad, ha kéfridi ann in̄tan̄vez na zeû két étrézég enn-hô.

24. Râk-sé ann Aotrou, Doué ann arméou, ar c’hré eûz a Israel, en deûz lavaret : Allaz, en em zizoania a rinn ô stourmi out va énébourien ; en em ven̄ji a rinn eûz va heskinerien.

25. Va dourn a astenninn war-n-od, da c’hlana a rinn eûz da genn, hag é tenninn ann holl stéan a zô enn-od.

26. Hag é likiinn a-névez da varnerien ével ma in̄t bét ken̄t, ha da guzulierien ével ma oan̄t gwéchall : goudé-zé é vézi hanvet kéar ann dén reiz, bourc’h ann dén léal.

27. Gan̄d ar varn é vézô dasprénet Sion, ha gan̄d ar reizded é vézô savet a névez.

28. Ar ré zrouk hag ar ré fallagr a vézô dispennet enn eunn taol ; hag ar ré hô deûz dilézet ann Aotrou a vézô kaset-da-nétra.

29. Mézékéet é vézin̄t gand ann idolou da béré hô dévézô gréat sakrifisou : hag é rusiot gan̄d al liorsou hô pôa dilennet ;

30. Râk don̄d a réôt ével eur wézen déro a béhini é kouéz ann déliou, hag ével eul liors hép dour.

31. Hô nerz a vézô ével stoup séac’h, hag hô labour ével eunn elven dân : kregi a rai ann tân enn-hô enn eunn taol, ha na vézô dén évid hé vouga.


————


II. PENNAD.


Distôlet é vézô tî Jakob.


1. Ar gér a wélaz Isaias, mâb Amos, diwar-benn Juda ha Jéruzalem.

2. Enn deisiou divéza, ménez tî ann Aotrou a vézô aozet war lein ar ménésiou, hag é savô dreist ar c’hrec’hiennou, hag ann holl vrôadou a buḻô étrézég enn-han̄.

3. Ha kalz a boblou a iélô, hag a lavarô : Deûit, ha piñomp war vénez ann Aotrou, ha da dî Doué Jakob ; hag hén̄ a zeskô d’é-omp hé hen̄chou, hag é valéimp enn hé raven̄chou ; râg al lézen a zeûi er-méaz eûz a Zion, ha gér ann Aotrou eûz a Jéruzalem.

4. Hag hén̄ a varnô ar vrôadou, hag a damallô meûr a bobl ; hag hî a c’hôféliô souc’hiou gan̄d hô c’hlézéier, ha filc’hier gan̄d hô gwafiou : eur vrôad na zavô két hé c’hlézé oud eur vrôad all, n’en em zeskin̄t mui d’ar stourm.

5. Tî Jakob, deûit, ha baléomp é goulou ann Aotrou.

6. Râk distôlet éc’h eûz da bobl, tî Jakob ; ô véza ma in̄t leûn ével gwéchall, ha ma hô deûz bét diouganerien ével ar Filistined, ha ma in̄t en em éréet out bugalé a-ziavéaz.

7. Hô douar a zô leûn a arc’han̄t hag a aour, hag hô zen̄zoriou a zô diven̄t :

8. Hô douar a zô leûn a gézek, hag hô c’hirri a zô diniver, hag hô douar a zô leûn a idolou. Azeûlet hô deûz labour hô daouarn, ar péz hô dôa gréat gan̄d hô biziad hô-unan.

9. Hag ann dén en deûz stouet, hag ar brasa dén a zô en em vuéléet ; na zistol két éta d’ézhô.

10. Kéa ébarz ar méan, ha kûz é toullou ann douar, a zirâk aoun ann Aotrou, ha gloar hé veûrded.

11. Daoulagad ann dén rôk a vézô vuéléet, hag uc’helded ar ré vrâz a vézô izéléet ; ann Aotrou hép-kén a vézô uc’héléet enn deiz-zé.

12. Râk deiz Aotrou ann arméou a vézô war ann holl ré rôk, ha war ar ré valc’h, ha war ann holl ré zichek ; hag hî a vézô vuéléet ;

13. Ha war ann holl wéz-sedr euz al Liban uc’hel hag éeun, ha war ann holl zerô eûz a Vasan :

14. Ha war ann holl vénésiou uc’hel, ha war ann holl grec’hiennou sounn :

15. Ha war ann holl douriou uc’hel, ha war ann holl vuriou kré :

16. Ha war ann holl listri eûz a Darsis, ha war gémen̄t a zô kaer da wélout.

17. Hag uc’helded ann dén a vézô izéléet, ha balc’hder ar ré vrâz a vézô vuéléet, hag ann Aotrou hép-kén a vézô uc’héléet enn deiz-zé.

18. Hag ann holl idolou a vézô brévet.

19. Hag hî a iélô é kéviou ar rec’hier, hag é toullou ann douar, a zirâg aoun ann Aotrou, ha gloar hé veûrded, pa zavô évit skei war ann douar.

20. Enn deiz-zé ann dén a zistolô hé idolou arc’han̄t, hé skeudennou aour, ar gôzed hag al lôgôd-dall, hô dôa gréat évid hô azeûli.

21. Hag hén̄ a iélô é faoutou ar vein, hag é kéviou ar rec’hier, a zirâg aoun ann Aotrou, ha gloar hé veûrded, pa zavô évit skei war ann douar.

22. Éhanit éta ouc’h ann dén-zé, péhini en deuz hé halan enn hé zifron, râg Uc’hel-meûrbéd eo war a grédeur.


————


III. PENNAD.


Ann Aotrou a damall rogen̄tez ha fougé merc’hed Sion.


1. Râk chétu ann trec’her, Aotrou ann arméou a denn eûz a Jéruzalem hag eûz a Juda, ar galoun hag ann nerz, holl vagadur ar bara, hag holl vagadur ann dour ;

2. Ann dén kalounek, hag ann dén a vrézel, ar barner, hag ar profed hag ann diouganer, hag ann den kôz ;

3. Ar prin̄s war han̄ter-kan̄t, hag ann dén eûz a eunn dremm-énoruz, hag ar c’huzulier, hag ar méchérour ar gwiziéka, hag ar prézéger ann hélavara.

4. Bugalé a rôinn d’ézhô da brin̄sed, ha tûd laosk a aotrouniô anézhô.

5. Hag ar bobl en em zispac’hô ; hag ann dén a zavô a-énep ann dén, hag ar miñoun a-énep hé viñoun ; ar bugel a zavô a-énep ann dén kôz, hag ann dén displéd a-énep ann dén nobl.

6. Pép-hini a gémérô hé vreûr ganet é-tî hé dâd, ô lavarout : Diḻad éc’h eûz, béz da brin̄s d’é-omp ; dindân da zourn éma ann disman̄tr-zé.

7. Hag hén̄ a respoun̄tô enn deiz-zé, ô lavarout : N’ounn kéd eul louzaouer ; hag em zî-mé n’eûz na bara na diḻad ; n’am likiit kéd da brin̄s war ar bobl.

8. Râk daré eo Jéruzalem da gouéza, ha Juda da véza diskaret : râg hô zéôd hag hô ôberiou a zô savet a-éneb ann Aotrou, évid héga daoulagad hé veûrded.

9. Doaré hô dremm a rô testéni enn hô énep ; hag hî hô deûz embannet hô féc’hed ével Sodom, ha n’hô deuz két hé guzet. Gwâ hô éné, râk distolet eo d’ézhô hô drouk.

10. Livirit d’ann dén reiz gédal ar mâd, ô véza ma kutuḻô frouez hé ôberiou.

11. Gwâ ann dén fallagr enn hé wall ; râg gôbr hé zaouarn a zeûi d’ézhan̄.

12. Va fobl a zô bét dibourc’het gan̄d hé breizerien, hag ar gragez hô deuz hé aotrouniet : Va fobl, ar ré a lavar ez oud gwenvidik, az touell, hag a dorr hen̄t da gamméjou.

13. Ann Aotrou a zô savet évit barna ; saved eo évit barna ar boblou.

14. Ann Aotrou a varnô da gen̄ta hénaoured ha prin̄sed hé bobl ; râk c’houi hoc’h eûz débret ar winien, ha dibourc’h ar paour a zô enn hô tî.

15. Pérâg é mac’hit-hu va fobl, hag é vlon̄sit-hu penn ar béorien, émé ann Aotrou, Doué ann arméou.

16. Hag ann Aotrou en deuz lavaret : O veza ma eo savet merc’hed Sion, ma hô deûz baléet ho gouzoug astennet, oc’h ôber arouésiou gan̄d hô daoulagad, ha gan̄d hô daouarn, ô valéa gan̄d évez, hag ô kerzout gan̄t rôgoni :

17. Ann Aotrou a lakai moal pennou merc’hed Sion, hag a lakai hô bléô da gouéza.

18. Enn deiz-zé ann Aotrou a lamô digan̄t-hô hô boutou kaer, hag hô han̄ter loariou,

19. Hô c’helc’hennou, hô rouédou-perlez, hô lagadennou-bréac’h, hag hô c’hoéfou,

20. Hô liamennou-bléô, hô éréou-lérou, hô chadennou aour, hô boéstou louzou, hag hô lagadennou skouarn,

21. Hô bizou, hag ar vein-talvouduz a gouéz diwar hô zâl,

22. Hô saéou kaer, hô skerbou, hô liénach kaer, hag hô broudou,

23. Hô mellézourou, hô hivizou kaer, hô talédou, hag hô saéou skan̄v.

24. Hag é léac’h c’houés-vâd hô dévézô fléar, é léac’h gouriz hô dévézô eur gorden, é léac’h bléô rodellet eur penn moal, hag é léac’h eur chorfkenn eur zaé-reûn.

25. Ar oazed ar ré gaéra a gouézô dindan ar c’hlézé, hag ar ré gréva anézhô, er stourm.

26. Dôriou Sion a vézô er c’han̄v hag enn daérou, hag hî a azézô war ann douar disman̄tret.


————


IV. PENNAD.


Gwenn ann Aotrou a vézô énoret.


1. Enn deiz-zé seiz grég a gémérô eunn ozac’h, hag a lavaro : Hor bara a zebrimp, hag hon diḻad a wiskimp ; ra vézô galvet hép-kén da hanô war-n-omp, hag hon dieûb eûz ann dismégan̄s.

2. Enn deiz-zé, gwenn ann Aotrou a vézô uc’héléet hag énoret, ha frouez ann douar a vézô gorréet, hag ar ré a vézô bét dieûbet eûz a Israel a vézô laouénéet. »

3. Ha chétu pétrâ a vézô : kémen̄d hini a vézô bét dilézet é Sion, hag a vézo choumet é Jéruzalem, a vézô hanvet san̄t, kémen̄d hini a vézô bét skrivet hé hanô é-touez ar ré véô é Jéruzalem :

4. Goudé ma en dévézô ann Aotrou glanet saotrou merc’hed Sion, ha gwalc’het ar goad a zô enn hé c’hreiz, gan̄d eur spéred a reizded, hag eur spéred a véôder.

5. Hag ann Aotrou a lakai da zével war holl vénez Sion, hag el léac’h ma eo azeûlet, eur goabren déval héd ann deiz, ha skéd eur flamm béô héd ann nôz ; râg hén̄ a warezô hé c’hloar é pép léac’h.

6. Hé dabernakl a vézô da zishéol d’é-omp é-pâd grouéz ann deiz, ha da wasked, ha da vôden a-énep ann arné hag a-énep ar glaô.


————


V. PENNAD.


Dizanaoudégez bugalé Israel.


1. Kana a rinn d’am muia-karet kanaouen va c’har-nés évid hé winien. Va muia-karet en dôa eur winien war eur grec’hen zrûz ha frouézuz.

2. Eur c’harz a réaz war hé zrô, hag é tennaz ar vein anézhi, hag é plan̄taz enn-hi gwini dilennet, hag é savaz eunn tour é-kreiz, hag é réaz eur waskel enn-hi ; hag hén̄ a c’hédé é rôjé barrou mâd, ha na roaz némét rézin c’houéz.

3. Baéma éta, c’houi tûd Jéruzalem, ha c’houi tûd Juda, bézit da varnerien étré mé ha va gwinien.

4. Pétra em eûz-mé dléet da ôber ouch-penn d’am gwinien, ha n’em eûz két gréat d’ézhi ? Pérâg em eûz-mé gédet é rôjé barrou mâd, ha n’é deûz rôet német rézin c’houéz ?

5. Hôgen bréma é tiskouézinn d’é-hoc’h pétrâ a rinn d’am gwinien : diframma a rinn hé garz, hag hî a vézô gwastet. Diskara a rinn hé môger, hag hi a vézô mac’het.

6. Hé lâkaad a rinn da véza dilézet ; na vézô két divéget, na vézô két kaéet ; hag é savô ann dréz hag ann drein war hé zro ; hag é c’hourc’hémenninn d’ar c’hoabr na lézin̄t két a c’hlaô da gouéza war-n-ézhi.

7. Gwinien Aotrou ann arméou eo ti Israel ; ha tûd Juda a zô hé wenn hétuz-brâz. Ha mé a c’hédé é rajé traou reiz, ha chétu fallagriez ; hag ann éeunder, ha chétu garm.

8. Gwâ c’houi, péré a stroll tî ouc’h tî, hag a stâg park ouch park, kén na vézô en̄k al léac’h d’é-hoc’h ; ha choum a rit-hu hoc’h unan é-kreir ann douar ?

9. Kémen̄t-sé a zô deûet d’am diskouarn, émé Aotrou ann arméou : al lôd brâz a diez-zé, ann tiez-zé ker brâz ha ker kaer a vézo dizûd, ha na choumô dén é-béd enn-hô.

10. Râg eur c’héfer gwini na rôi néméd eul léstradig gwin, ha trégon̄t boézellad hâd na roin̄t némét trî boézellad.

11. Gwâ c’houi, péré a zâv diouc’h ar min̄tin évid en em rei d’ar vézven̄ti, hag évid éva bétég ar pardaez, kén na véz tommet d’é-hoc’h gan̄d ar gwîn.

12. Ann délen, al liren, ann daboulin, ar sutel, hag ar gwîn en em gav enn hô panvézou ; ha na zellit két oud ôber ann Aotrou, ha na arvéstit két ôberiou hé zaouarn.

13. Râk-sé va fobl a zô bét kaset é sklavérez, ô véza n’en dôa két bét a wiziégez ; hag ar ré vrâz anézhô a zô marô gan̄d ann naoun, hag al lôd brâz a zô bét dizec’het gan̄d ar séc’hed.

14. Râk-sé ann ifern en deûz ledanéet hé gôv, ha digoret hé c’hénou kémen̄d ha ma hellé, hag hé dud galloudek, hag hé dud dister, hag ar ré brudet-brâz, hag ar ré énoréta a ziskennô enn-han̄.

15. Hag ann dûd holl a blégô, hag ar ré vrâz a vézo vuéléet, ha daoulagad ar ré rôk a vézô izéléet.

16. Hag Aotrou ann arméou a vézô gorréet enn hé varn, hag ann Doué san̄tel a vézô san̄télet enn hé reizded.

17. Neûzé ann ein a beûrô hervez hô reiz, hag ann diavésidi en em vagô enn distrôiou a vézô deûet da véza strujuz.

18. Gwâ c’houi, péré a denn ar fallagriez gan̄t kerdin ar gwanded, hag ar péc’hed ével tennou eur c’harr.

19. C’houi péré a lavar : Ra hastô, ra zeûi hép dalé hé ôber, évit ma her gwélimp ; ra dôstai, ha ra zeûi kuzul san̄t Israel, ha ra anavézimp anézhan̄.

20. Gwâ c’houi, péré a lavar pénaoz ann droug a zô mâd, hag ar mâd a zô drouk ; péré a rô ann dévalien évit goulou, hag ar goulou évit tévalien ; péré a rô ar c’houervder évit c’houékder, hag ar c’houékder évit c’houervder.

21. Gwâ c’houi, péré a zô fur d’hô taoulagad hoc’h-unan, hag a zô poellek war hô ménô-hu.

22. Gwâ c’houi, péré a zô galloudek évid éva gwîn, ha tûd kré évid en em vezvi ;

23. C’houi péré évit rôou a zidamall ann dén fallagr, hag a denn d’ann dén reiz hé reizded hé-unan.

24. Râk-sé ével ma krôg ann tân ér c’hôlô, ha ma eo dévet gan̄d ar flamm béô, ével-sé é vézô dévet hô grisien, hag hô gwenn a biñô évél pôultr ; ô véza ma hô deûz disprizet lézen Aotrou ann arméou, ha ma hô deûz drouk-komzét gan̄t gér san̄t Israel.

25. Dré-zé eo savet frouden ann Aotrou a-énep hé bobl, en deûz astennet hé zourn war-n-ézhan̄, hag en deûz skôet gan̄t-han̄ ; hag ar ménésiou hô deûz krénet, hag hô c’horfov-marô a zô bét taolet ével teil é-kreiz leuriou-kéar. Goudé kémen̄t-sé né két habaskéet hé frouden, râg astennet eo c’hoaz hé zourn.

26. Hag hén̄ a zavô hé arouéz é penn eur bobl pell-brâz, hag a c’houibano étrézég enn-han̄ eûz a benn ar béd ; hag ar bobl-zé a zeûi buhan.

27. Na glemmô na gan̄d ar skuizder, na gan̄d al labour, na gouskô, na na vôrédô, ha na dennô két hé c’houriz diwar hé zargreiz, ha na dorro két unan eûz a éréou hé voutou.

28. Hé zaésiou a zô lemm, hag hé holl warégou a zô steñet. Karn treid hé gézek a zô ével bili, ha rôdou hé girri ével err ann arné.

29. Hén̄ a iudô ével eul léon ; iuda a rai ével léonédigou ; skrija a rai, hag é krogô enn hé breiz ; hé gâs a rai, ha na vézô dén évid hé denna diout-han̄.

30. Hag hén̄ en em daolô war Israel enn deiz-zé gan̄t garmou hén̄vel out trouz ar môr ; oud ann douar é sellimp, ha na wélimp némét tévalien ha glac’har, ha na vézô goulou é-béd enn eunn dévalien ker brâz.


————


VI. PENNAD.


Isaias a wél Doué enn hé c’hloar.


1. Er bloaz é péhini é varvaz ar roué Ozias, é wéliz ann Aotrou azézet war eunn trôn uc’hel-meûrbéd ; hag ar péz a oa dindân-han̄ a leûnié ann templ.

2. Ar sérafined a oa enn hô sâ a-ziouc’h d’ézhan̄ : c’houéac’h askel en dôa pép-hini anézhô ; gan̄d diou é kuzen̄t he benn, gan̄d diou é kuzen̄t hé dreid, ha gan̄d diou é nichen̄t.

3. Hag é c’harmen̄t ann eil oud égilé, hag é lavaren̄t : San̄t, san̄t, san̄t, eo ann Aotrou, Doué ann arméou, ann douar holl a zo leûn eûz hé c’hloar.

4. Ha postou ann ôr a oé horellet, ker skiltr oa ar garm-zé, hag ann tî a oé leun a vôged.

5. Neuzé é liviriz : Gwâ mé, ô véza ma ounn tavet, ô véza ma ounn eunn dén hag a zô saotret hé vuzellou, ha ma choumann é-kreiz eur bobl hag a zô ivé saotret hé vuzellou, hag em eûz gwélet ar Roué, Aotrou ann arméou, gan̄t va daoulagad va-unan.

6. Hag unan eûz ar sérafined a nichaz étrézég enn-oun, hag eur vilien danuz enn hé zourn, en dôa kéméret gan̄d eur gével diwar ann aoter.

7. Hag hen̄ a stokaz gan̄t-hi out va génou, hag a lavaraz : Chétu é deuz stoket-hî oud da vuzellou, hag é vézô lamet da fallagriez hag é vézô glanet da béc’hed.

8. Hag é kleviz mouéz ann Aotrou a lavaraz : Piou a gasinn-mé ? Ha piou a iélô évid-omp ? Ha mé a lavaraz : Chétu mé, kâs ac’hanoun.

9. Hag hén̄ a lavaraz : Kéa, ha lavar d’ar bobl-zé : O klevout, klevit, ha na boellit két ; ô kwélout, gwélit, ha na anavézit két.

10. Dall kaloun ar bobl-zé, ha pounnéra hé ziskouarn, ha serr hé zaoulagad, gan̄d aoun na wélché gan̄d hé zaoulagad, na glevché gan̄d hé ziskouarn, ha na boelché gan̄d hé galoun, na zistrôjé ouz-in, ha na zeûjenn d’hé iac’haat.

11. Ha mé a lavaraz : Bété pégeit, Aotrou ? Hag hén̄ a lavaraz : Kén na vézô glac’haret ha goullô ar c’heriou, hag ann tiez dizûd, ha ma vézô deûet ar vrô ével eunn distrô.

12. Ann Aotrou a gasô pell ann dud, hag al lôd tûd a vézô bét dilézet é-kreiz ar vrô, a greskô é niver. (T).

13. Déoget é vézô c’hoaz, hag é tistrôi oud ann Aotrou, hag en em ziskouézô brâz ével ann térébin̄t, hag ével ann derven a astenn kaer he skourrou : hag ar wenn a vézô choumet enn-hi a vézô eur wenn zan̄tel.


————


VII. PENNAD.


Eur werc’hez a c’hanô eur mâb hanvet Emmanuel.


1. É deisiou Ac’haz, mâb Joatan, mâb Ozias, roué Juda, Rasin roué Siria, ha Faséé, mâb Romélias, roué Israel, a biñaz étrézé Jéruzalem, évit stourmi out-hi ; hôgen na helchon̄t két hé c’hémérout.

2. Hag é oé rôet da anaout da di David pénaoz ar Siria é dôa gréat kévrédigez gan̄d Éfraim ; ha kaloun Ac’haz, ha kaloun hé bobl a oé horellet, ével ma eo horellet gwéz ar c’hoajou gan̄d ann avel.

3. Hag ann Aotrou a lavaraz da Isaias : Kéa da ziambrouga Ac’haz, té ha Jasub da vâb, péhini a zô choumet d’id, é penn ar c’han-dour eûz al lenn uc’héla, war hen̄t park ar c’hommer.

4. Ha lavar d’ézhan̄ : Gwél ma tavi ; n’az péz kéd a aoun, ha na spoun̄tet két da galoun râg ann daou benn kéf-tân divôgéduz-zé, râk buanégez ha frouden Rasin, roué Siria, ha mâb Romélias :

5. O véza ma eo dispac’het ouz-id ar Siria, Éfraim, ha mâb Romélias, ô lavarout :

6. Piñomp a-énep Juda, stourmomp out-han̄, trec’homp-hén̄, ha lékéomp mâb Tabéel da roué enn hé greiz :

7. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Na zavô két, ha kémen̄t-sé na c’hoarvézô két.

8. Hôgen Damas a vézô c’hoaz penn ar Siria, ha Rasin penn Damas : hag a-benn pemp ploaz ha tri-ugen̄t, Éfraim a éhanô da véza eur bobl.

9. Ha Samari a vézô penn Éfraim, ha mâb Romélias penn Samari. Ma na grédit két, na viot két startéet.

10. Hag ann Aotrou ô komza bépréd oud Ac’haz, a lavaraz :

11. Goulenn eunn arouéz d’id digan̄d ann Aotrou da Zoué, pé eûz a wéled ann douar, pé eûz ann uc’héla eûz ann énv.

12. Hag Ac’haz a lavaraz : Na c’houlenninn két, ha na demptinn két ann Aotrou.

13. Hag Isaias a lavaraz : Sélaouit, éta, tî David : Ha nébeûd eo d’é-hoc’h béza heskinet ann dûd, ma fell d’é-hoc’h ivé heskina va Doué ?

14. Râk-sé ann Aotrou hé unan a rôi eunn arouéz d’é-hoc’h. Chétu é en̄géhen̄tô eur werc’hez, hag é c’hanô eur mâb, a vézô hanvet Emmanuel.

15. Ann amann hag ar mél a zebrô, kén na wézô disteûrel ann drouk ha dilenna ar mâd.

16. Râg abarz ma wézô ar bugel disteûrel ann drouk, ha dilenna ar mâd, é vézô dilézet ann douar a gaséez enn abek d’hô daou roué.

17. Ann Aotrou a zigasô war-n-oud, ha war da bobl, ha war dî da dâd, gan̄d armou roué ann Assiried, deisiou ha n’in̄t két bét deûet abaoé ar rann eûz a Éfraim diouc’h Juda.

18. Chétu pétrâ a vézô enn deiz-zé : Ann Aotrou a c’houibanô étrézég ar geliénen a zô er penn pella eûz a steriou ann Éjipt, hag étrézég ar wénanen a zô é douar Assur.

19. Hag hî a zeûi, hag a ziskuizô holl é frouden ann traon̄iennou, hag é kéviou ar rec’hier, ha war ann holl wézigou, hag ann holl doullou.

20. Enn deiz-zé ann Aotrou a gasô, ével eunn aoten gôpret, ar ré a zô enn tû all d’ar ster, ha roué ann Assiried, évit touza ar penn, ha bléô ann treid, hag ann holl varô.

21. Chétu pétrâ a vézô enn deiz-zé : eunn dén a vagô eur vioc’h ha diou zan̄vadez ;

22. Ha gan̄d al lôd brâz a léaz a rôin̄t, é tebrô amann ; rak néb a vézô choumet é-kreiz ar vrô na zebrô német amann ha mél.

23. Chétu pétrâ a vézô enn deiz-zé : el lec’hiou holl é péré éz oa mil kéf-gwini, a dalié mil péz archan̄t, na vézô némét drein ha dréz.

24. Gan̄t saésiou ha gan̄t gwarégou éz éor dî ; râk na vézô némét drein ha dréz er vrô holl.

25. Hag ann holl vénésiou péré a oa bét c’houennet gan̄d ar wiñed, na vézô mui énô a aoun râg ann drein hag ann dréz : é pép léac’h é peûrô ann éjenned, hag é vézô gwélet eul lôd brâz a zén̄ved.


————


VIII. PENNAD.


Na helleur két énébi out barn Doué.


1. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Kémer eul levr brâz, ha skrîv enn-han̄ gan̄t lizérennou ann dûd : Kémer buhan ann dibourc’hou, kémer buan ar preiz.

2. Hag é kémériz daou dést féal, Urias ar bélek, ha Zac’harias, mâb Barac’hias :

3. Hag é tôstaiz oud ar brofédez, hag hî a en̄géhen̄taz, hag a c’hanaz eur mâb. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Galv-hén̄ ; kémer buan ann dibourc’hou, kémer buan ar preiz.

4. Rag abarz ma wézô ar bugel gervel hé dâd hag hé vamm, é vézô strapet galloud Damas, ha dibourc’hou Sâmari, é-raok roué ann Assiried.

5. Hag ann Aotrou a gomzaz c’hoaz ouz-in, ô lavarout :

6. O véza ma en deûz ar bobl-zé distolet doureier Siloé, péré a réd éz-sioul, ha ma eo bét gwell gan̄t-han̄ sével gan̄t Rasin, ha gan̄t mâb Romélias :

7. Rak-sé chétu ann Aotrou a gasô war-n-ézhô douréier brâz hag herruz ar ster, roué ann Assiried gan̄d hé holl c’hloar : hag hî a zavô a bép tû dreist hé gân, hag a rédô enn tu all d’hé c’hlan̄ou holl,

8. Hag ô liva dré-holl, é treûzô Juda, hag éz ai bépréd, kén na vézô dour bétég ar gouzouk. Hag hî a astennô hé diou-askel, hag a c’hôlôi da zouar holl, ô Emmanuel.

9. En em strollit, poblou, hag é viot trec’het ; sélaouit, holl boblou a bell : En em grévait, hag é viot trec’het, en em c’hourizit, hag é viot trec’het.

10. Kémérit kuzul, hag é vézô bévézet ; rôid ursou, ha na vézin̄t két sévénet ; râg éma Doué gan-é-omp.

11. Râg evel-henn en deûz komzet ann Aotrou ouz-in ; ô terc’hel ac’hanoun gan̄d hé zourn gallouduz en deûz va desket, gan̄d aoun na gerzchenn é hen̄t ar bobl-zé, hag en deûz lavaret d’in :

12. Na livirit két : Dispac’h ; râk kémen̄d a lavar ar bobl-zé eo dispac’h ; n’hô pézet kéd a aoun râg ar pez a ra aoun d’ézhô, ha na spoun̄tit két.

13. San̄télit Aotrou ann arméou hé-unan : ra vézô hén̄ hoc’h aoun hag hô spoun̄t ;

14. Hag hén̄ a vézô da zan̄télidigez d’é-hoc’h ; ha da véan fazi, ha da garreg a harz évid ann daou dî a Israel ; ha da spî ha da gollidigez évid ar ré a choum é Jéruzalem.

15. Ha kalz anézhô a vézô stoket, hag a gouézô, hag a vézô brévet, hag a vézo dalc’het er rouéjou, hag a vézô paket.

16. Liamm va zesténi, siell va lézen é-touez va diskibien.

17. Ha mé a c’hortozô ann Aotrou, péhini a gûz hé zremm ouc’h tî Jakob, hag é ken̄dalc’hinn er géd-zé.

18. Chétu mé hag ar vugalé en deûz rôet ann Aotrou d’in, da arouéz ha da vurzud enn Israel, a-berz Aotrou ann arméou a choum war vénez Sion,

19. Ha pa livirin̄t d’é-hoc’h : Én̄vorit ar gelc’hierien hag ann diouganerien, péré a zoroc’h enn hô strôbinellou : Eur bobl hag hén̄ na én̄vor két hé Zoué, évid ar ré véô d’ar ré varô ?

20. Ha ken̄toc’h d’al lézen, ha d’ann desténi. Ma na gomzon̄t két hervez ar gér-zé, na vézô két a c’houlou min̄tin évit-hô.

21. Ével tréménidi é vézin̄t war ann douar ; kouéza a rain̄t, hag hô dévézô naoun ; hag enn hô naounégez é savô droug enn-hô, hag é villigin̄t hô roué hag hô Doue, hag é séllin̄t ouc’h kréac’h.

22. Hag hî a zellô ouc’h ann douar, ha chétu ar c’hlac’har, hag ann dévalien, ar fillidigez, hag ann an̄ken, hag ann amc’houlou a heûliô anézhô, ha na hellin̄t két tec’hout diouc’h ar reûsiou-zé.


————


IX. PENNAD.


Reûsiou a dlé kouéza War Israel.


1. Er penn ken̄ta é oé skan̄véet douar Zabulon, ha douar Néftali : ha d’ann divez é oé pounnéréet war hen̄d ar môr enn tu all d’ar Jourdan, Galiléa ar brôadou.

2. Ar bobl a valéé enn dévalien en deûz gwélet eur goulou-brâz : saved eo ar goulou, évid ar ré a choumé é brô skeûd ar marô.

3. Paottet éc’h eûz ar vrôad, ha n’éc’h eûz két kresket al lévénez. En em laouénaad a rain̄t dira-z-od ével ma en em laouénéeur er médérez, ével ma trideur goudé ann tréac’h, pa ranneur ann dibourc’hou.

4. Râk torret éc’h eûz géô hé véac’h, ha gwialen hé skoaz, ha gwalen hé heskiner, ével é deiz Madian.

5. Râg ann holl zibourc’hou kéméret gant rustoni ha gan̄t trouz, hag ann diḻad saotret gan̄t goad, a vézô taolet enn tân, hag a zeûi da voéd d’ar flamm.

6. Râg eur Bugélik a zô Ganet d’é-omp, hag eur Mab a zô bét rôet d’é-omp, hag hé brin̄sélez a zô bét arouézet war hé skoaz : hag hén̄ a vézô hanvet Estlammuz, Kuzulier, Doué, Kré, Tâd ann amzer da zon̄t, Prin̄s ar péoc’h.

7. Mui-oc’h-vui en em astennô hé c’halloud, hag ar péoc’h a vézô dizivez ; war drôn David, ha war hé rouan̄télez éc’h azézô ; évit ma hé c’hrévai, ha ma hé startai er varn hag er reizded, a vréma ha da vikenn ; oaz Aotrou ann arméou a rai kémen̄t-sé.

8. Ann Aotrou en deûz kaset hé c’hér da Jakob, ha war Israel eo kouézet.

9. Ann holl bobl her gwézô, Éfraim, hag ar ré a choum é Samari, péré a lavar gan̄t balc’hder hag é brazoni hô c’haloun :

10. Ann tiez brikennou a zô kouézet, hogen nî hô savô gan̄t mein bén ; ar skaô-grac’h hô deûz trouc’het, hôgen nî a lakai gwéz-sedr enn hô léac’h.

11. Ann Aotrou a lakai da zével a-énep Israel énébourien Rasin, hag a lakai da zon̄d enn eur rumm brâz hé holl énébourien :

12. Ar Siried eûz ar sâv-héol, hag ar Filistined eûz ar c’hûs-héol ; hag hî a zigorô hô génou évit loun̄ka Israel. Goudé kémen̄t-sé né két c’hoaz habaskéet hé frouden, hôgen bépréd eo astennet hé zourn.

13. Hag ar bobl né két distrôet étrézég ann hini a skôé gan̄t-han̄, ha n’hô deûz két en̄klasket Aotrou ann arméou.

14. Hag ann Aotrou a skéjô diouc’h Israel ar penn hag al lôst, ar skourr kré hag ar vroennen, enn hévélep deiz.

15. Ann dén kôz hag ann dén énoruz, hen-nez eo ar penn ; hag ar profed a zesk ar gevier, hen-nez eo al lost.

16. Neuzé ar ré a c’halv ar bobl-zé euruz, a zeûi da véza touellerien ; hag ar ré a vézô galvet euruz, a gouézô el loun̄k.

17. Râk-se n’eo em laouénai két ann Aotrou war hé dûd-iaouan̄k ; ha n’en devézo kéd a druez oud hé emzivaded hag hé in̄tan̄vézed ; rak pilpouzed ha tûd fall in̄t holl, ha na lavar hô génou némét traou diskian̄t. Goudé kémen̄t-sé né két c’hoaz habaskéet hé frouden, hôgen bépréd eo astennet hé zourn.

18. Râg ar fallagriez é deûz losket ével tân, hag hî a zévô ann dréz hag ann drein : en em en̄tana a rai e-kreiz eur c’hoad stan̄k, hag é savô ouc’h kréac’h ével korven̄tennou môged.

19. Ann douar a vézô strafiḻet gan̄t buanégez Aotrou ann arméou ; ar bobl a zeûi ével boéd ann tan ; ann dén na espernô két hé vreur.

20. Trei a rai a zéou, hag en dévézô naoun ; dibri a rai a gleiz, ha n’en dévézô két hé walc’h ; pép-hini a loun̄kô hé vréac’h hé-unan ; Manasez Éfraim, hag Éfraim Manasez, hag hî war-eunn-drô a-énep Juda.

21. Goudé kémen̄t-sé né két c’hoaz habaskéet hé frouden, hôgen bépréd eo astennet hé zourn.


————


X. PENNAD.


Israel a zistrôi étrézég ann Aotrou.


1. Gwâ ar ré a ra lézennou fallagr, hag ar ré a skrîv traou direiz,

2. Évit mac’ha ar béorien er varn, évit gwaska war ar ré wana euz va fobl ; évit kémérout ann in̄tan̄vez ével preiz, hag évid dibourc’ha ann emzivaded.

3. Pétrâ a réot-hu é deiz ann emwél, é deiz ar c’hlac’har a zeûi a bell ? Étrézé piou é klaskot-hu skoazel ? Ha péléac’h é tilézot-hu hô kloar ?

4. Évit na blégot két dindân ar chadennou, ha na gouezot két é-touez ar ré varô. Goudé kémen̄t-sé né két c’hoaz habaskéet hé frouden, hôgen bépréd eo astennet hé zourn.

5. Gwâ Assur, hén̄ eo gwalen ha bâz va frouden ; enn hé zourn eo em euz lékéat va buanégez.

6. Étrézég eur gwall vrôad é kasinn anézhan̄, hag a-énep pobl va frouden é kémenninn d’ézhan̄ mon̄t, évit ma tibourc’hô anézhan̄, ma preizô anézhan̄, ha ma flastrô anézhan̄ dindân hé dreid ével fan̄k ar ruiou.

7. Hôgen hén̄ na brédériô két kémen̄t-sé, né kéd hen-nez a vézô ménoz hé spéred ; hé galoun na c’hoan̄tai némed ar gwastérez, néméd al lazérez eûz a galz a vrôadou.

8. Râg hén̄ a lavarô :

9. Va frin̄sed ha n’in̄t-hi két ken-aliez a rouéed ? Ha né két Kalan ével C’harkamis, hag Émat ével Arfad ? Ha né két Samari ével Damas ?

10. Ével ma en deûz skrapet va dourn rouan̄télésiou ann idolou, ével-sé é skrapinn ar skeûdennou a azeûleur é Jéruzalem hag é Samari.

11. Ha na hellinn-mé két ôber é-kén̄ver Jéruzalem hag hé skeudennou, ével ma em euz gréat é kén̄ver Samari hag hé idolou ?

12. Chétu pétrâ a c’hoarvézô : Pa en dévézô ann Aotrou sévénet hé holl ôberiou war vénez Sion, hag é Jéruzalem, é emwélinn frouez kaloun balc’h ar roué Assur, ha gloar uc’helded hé zaoulagad.

13. Râk lavaret en deûz : Gan̄t nerz va dourn em eûz hé c’hréat, ha gan̄t va furnez em eûz hé boellet ; harzou ar boblou em eûz tennet, hô frin̄sed em eûz dibourc’het, hag ével eunn dén galloudék em eûz diframmet ar rouéed diwar hô zrônou.

14. Ha va dourn en deûz kavet ével eunn neiz ar ré gréva eûz ar boblou ; hag ével ma tastenneur ar viou a zô bét dilézet, ével-sé em euz strollet ann douar holl ; ha dén n’en deûz fin̄vet hé askel, na digoret hé c’hénou, na lavaret gér.

15. Ha fougéa a râ ar vouc’hal a-éneb ann hini a drouc’h gan̄t-hi ? Ha dispac’ha a râ ann hesken oud ann hini a zach anézhi ? Ével ma zavché ar wialen a-éneb ann hini a zâv anézhi, ha ma tispac’hché ar vâz, pétrâ-bennâg n’eo néméd eunn tamm koat.

16. Râk-sé ann tréc’her, Aotrou ann arméou, a gasô ann treûdder é-touez hé ré lard ; ha dindân hé c’hloar é krogô eunn tân ével eunn tân-gwall.

17. Goulou Israel a vézô enn tân, hag hé Zan̄t er flamm ; hag enn hévélep deiz é vézô tanet ha losket spern ha dréz Assur.

18. Gloar hé goajou, hag hé barkou c’houék a vézô bévézet, adaleg ann éné bétég ar c’horf ; hag hén̄ hé-unan a dec’hô spoun̄tet-brâz ;

19. Hag ar gwéz a vézô choumet enn hé goajou a vézô éaz hô nivéri, ken nébeûd a vézô anézhô ; eur bugel a hellô skriva ann niver anézhô.

20. Chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé : Ar ré a vézô choumet eûz a Israel, hag ar ré eûz a dî Jakob a vézô tec’het, n’en em harpin̄t mui war ann hini a skôé war-n-ézhô ; hôgen en em harpa a rain̄t war ann Aotrou, san̄t Israel, gan̄t gwirionez.

21. Ann dilerc’h a zistrôi, dilerc’h Jakob, émé-vé, étrézég ann Doué kré.

22 Râg ha pa vé da bobl, ô Israel, ker paot ha tréaz ar môr, ann dilerc’h anézhô a zistrôi ; ann dilerc’h bihan-zé a skuḻô gan̄t founder ar reizded.

23. Râg ann Aotrou, Doué ann arméou, a rai eunn disman̄tr hag eur c’hrennadur brâz é-kreiz ann holl zouar.

24. Râk-sé chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué ann arméou : Va fobl péhini a choum é Sion, n’az péz két a aoun râg Assur ; gan̄d eur wialen é skôi war-n-od, hag hé vâz a zavô war-n-od war hen̄t ann Éjipt.

25. Hôgen c’hoaz eunn nébeût, c’hoaz eunn nébeûdik, ha va buanégez ha va frouden a gastizô anézhô enn abek d’hô gwallou.

26. Hag Aotrou ann arméou a zavô war-n-ézhan̄ hé skourjez, ével ma skôaz gwéchall gan̄t Madian é-tâl méan Oreb, hag ével ma savaz hé walen war ar môr, é savô ivé anézhi war hen̄t ann Éjipt.

27. Chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé : Tennet é vézô hé véac’h diwar da ziskoaz, hag hé iéô diwar da c’houzouk, hag ar iéô-zé a vreinô gan̄d ann éôl.

28. Don̄d a rai da Aiat, dré Vagron é tréménô ; hé bakadou a lézô é Mac’hmas.

29. Enn eur réd é tréménin̄t, é Gaba ec’h arzaôin̄t : Rama a grénô, Gabaat-Saul a dec’hô.

30. Rô da glevout da vouéz, merc’h Gallim, grit ma vézô klévet bété Laisa, ha bétég Anatol ar paour.

31. Médéména a zô éat-kuît ; tûd Gabim, en em strollit.

32. C’hoaz eunn deiz, hag é vézô é Nobé ; héja a rai hé zourn war vénez merc’h Sion, krec’hien Jéruzalem.

33. Chétu ann trec’her, Aotrou ann arméou, a dorrô al léstrik enn hé frouden, hag ar ré uc’hel a gorf a vézô diskaret, hag ar ré vrâz a vézô vuéléet.

34. Hag ar c’hoajou ar ré stan̄ka a vézô diskaret gan̄d ann houarn ; hag al Liban gan̄d hé wéz uc’hel a gouézô.


————


XI. PENNAD.


Diwar-benn ganédigez ar C’hrist.


1. Hag eur walen a zavô eûz a c’hrisien Jessé, hag eur vleûen a greskô war hé c’hrisien.

2. Ha spéred ann Aotrou a arzavô war-n-ézhan̄, ar spéred a furnez hag a boell, ar spéred a guzul hag a ners, ar spéred a wiziégez hag a zoujan̄s Doué

3. Ha spéred doujan̄s ann Aotrou a leûniô anézhan̄. Na varnô két diouc’h gwéled ann daoulagad, ha na damallô két diouc’h kleved ann diskouarn :

4. Hôgen hén̄ a varnô ar béorien gan̄t reizded, hag a ziwallô gan̄d éeunder ar ré gûn̄ war ann douar : gan̄t gwalen hé c’hénou é skôi ann douar, ha gan̄t c’houéz hé vuzellou é lazô ann dén fallagr.

5. Ar reizded a vézô da c’houriz d’hé zigroazel, hag ar féaldéd da c’houriz d’hé zargreiz.

6. Ar bleiz a choumô gan̄d ann oan : al léonpard a c’hourvézô gan̄d ar menn-gavr : al leûé, al léon hag ann dan̄vad a choumô kévret, hag eur bugélik hô bléniô.

7. Al leûé hag ann ours a beûrô kévret : hô menned a éc’hoazô kévret : hag al léon, ével ann éjenn a zebrô kôlô.

8. Ar bugel oud ar vroun a c’hoariô war doull ann aspik : hag ann hini a vézô bét dizounet a lakai hé zourn é kéô ar bazilik.

9. Na noazin̄t két, ha na lazin̄t két war va holl vénez san̄tel : râg ann douar a zô leûn eûz a wiziégez ann Aotrou, ével ar môr eûz ann douréier gan̄t péré eo leûn.

10. Enn deiz-zé grisien Jessé a vézô da arouéz d’ar boblou ; ar brôadou a bédô anézhan̄, hag hé véz a vézô meûleûduz :

11. Chétu pétra a c’hôarvézô enn deiz-zé : Ann Aotrou a astennô c’hoaz hé zourn évit kaout ar ré eûz hé bobl, a vézô bét choumet war-lerc’h ann Assiried, hag ann Éjipt, ha Fétros, hag ann Étiopia, hag Elam, ha Sennaar, hag Émat, hag énézi ar môr.

12. Sével a rai hé arouéz é-touez ar brôadou, hag é strollô ar ré eûz a Israel a oa bét tec’het ; hag é c’hrounnô euz a bévar c’horn ann douar ar ré euz a Juda a oa bét skiñet.

13. Hérez Éfraim a vézô kaset-da-nétra, hag énébourien Juda a vézô dispennet ; Éfraim na hérézô mui out Juda, ha Juda na stourmô mui oud Éfraim.

14. Nicha a rain̄t war vôr war ziskoaz ar Filistined, preiza a rain̄t kévret bugalé ar sâv-héol. Sével a rain̄t hô dourn war Édom ha war Voab, ha bugalé Ammon a zen̄tô out-hô.

15. Ann Aotrou a wastô téôd môr ann Éjipt, hag é savô hé zourn war ar ster, hag é c’houézô kré war-n-ézhi : hag hén̄ hé rannô é seiz gouer, enn hévélep doaré ma hellin̄t hé zreûzi hep tenna hô boutou.

16. Hag eunn hen̄t a vézô enn-hi évit ar re eûz va fobl a vézô tec’het diouc’h ann Assiried, ével ma oé kavet évid Israel, enn deiz é péhini é piñaz eûz a zouar ann Éjipt.


————


XII. PENNAD.


Kanaouen a drugarez évid ann dieûb eûz a Israel hag eûz a Juda.


1. Hag enn deiz-zé é liviri : Da veûli a rann, ô Aotrou, ô véza ma oud buanékéet ouz-in ; habaskéet eo da frouden, hag éc’h eûz va dic’hlac’haret.

2. Chétu Doué eo va Salver, gan̄t fisian̄s é rinn pép tra, ha n’em bézô két a aoun ; râg ann Aotrou eo va ners, ha va gloar, ha deûet eo da zilvidigez d’in.

3. Tenna a réôd dour gan̄t lévénez eûz a feun̄teûniou ar Salver.

4. Hag é léverrot enn deiz-zé : Meûlit ann Aotrou, ha galvit hé hanô ; rôit da anaout hé ôberiou é-touez ar boblou ; hô pézet koun pénaoz eo uc’hel hé hanô.

5. Kanit d’ann Aotrou ô véza ma en deûz gréat traou brâz-meûrbéd : rôit da anaout kément-sé dré ann douar holl.

6. Trîd ha meûl, tî Sion ; râk brâz eo san̄t Israel enn da greiz.


————


XIII. PENNAD.


Gwastadur Babilon gan̄d ar Védied.


1. Béac’h Babilon, a zô bét gwélet gan̄d Isaias, mâb Amos.

2. Savid ann arouéz war ar ménez koabrek, uc’hélait hô mouéz, savit hô tourn, m’az ai ann duged dré ar persier.

3. Va ursiou em eûz rôet d’ar ré em eûz san̄télet ; galvet em eûz em buanégez va ré gré, péré a drid em gloar.

4. Eunn trouz brâz a zô war ar ménésiou, ével eûz a eul lôd brâz a dûd ; trouz mouésiou kalz a rouéed, hag a vrôadou strollet kévret : Aotrou ann arméou en deûz rénet ann holl vrézélidi-zé.

5. Deûet in̄t eûz ar brôiou pell, eûz a benn ar béd ; ann Aotrou ha binviou hé frouden a zispennô ar vrô holl.

6. Iudit, râk tôst eo deiz ann Aotrou ; ar gwastadur a zeûi a berz ann Aotrou.

7. Rak-sé ann holl zaouarn a vézô gwévet, hag holl galounou ann dûd a vézô teûzet,

8. Hag a vézô brévet. Ar glizi hag ar gloasiou a zalc’hô anézhô ; ével eur c’hrég é gwilioud é vézin̄t poaniet ; gan̄t saouzan é sellô ann eil oud égilé ; hô fennou a vézô ével pa ven̄t dévet gan̄d ann tân.

9. Chétu deiz ann Aotrou a zeû, hag hén̄ krîz, ha leûn a frouden, a vuanégez hag a zrouk, évit lakaad didûd ann douar, ha brévi ar béc’herien a zô war-n-ézhan̄.

10. Stéred ann én̄v ar ré skédûsa na skiñin̄t mui hô goulou ; ann héol pa zavô a vézô gôlôed a dévalien, hag al loar na rôi mui hé goulou.

ll. Mé a emwélô gwallou ar béd, ha direizded ar ré fallagr ; lakaad a rinn da éhanâ rogoni ar ré zifeiz, hag é vuélinn rogoni ar ré gré.

12. Dibaotoc’h é vézô ann dén égéd ann aour ; talvoudusoc’h é vézô égéd ann aour ar glana.

13. Dreist-sé é horellinn ann én̄v ; hag ann douar a fin̄vô eûz hé léac’h, enn abek da zroug Aotrou ann arméou, hag enn abek da zeiz hé vuanégez hag hé frouden.

14. Hag hî a vézô ével eunn demm a dec’h, hag ével eunn dan̄vad, ha na gâv dén évid hé zigas ; pép-hini a zistrôi étrézég hé bobl, pép-hini a dec’hô war-zû hé vrô.

15. Kémen̄d hini a vézô kavet enn-hi, a vézô lazet ; ha kémen̄d hini a zeui enn-hi, a vézô diskaret gan̄d ar c’hlézé.

16. Hô bugalé a vézô friket dirâg hô daoulagad ; hô ziez a vézô preizet, hag hô gragez a vézô gwallet.

17. Lakaad a rinn da zével out-hô ar Védied, péré na glaskin̄t két a arc’han̄t, ha na c’hoan̄tain̄t két a aour ;

18. Hôgen laza a rain̄t ar vugaligou gan̄d hô saésiou ; n’hô dévézô ket a druez oud ar ré a vézô c’hoaz é kôv hô mamm ; hag hô lagad na espernô két ar ré névez-ganet.

19. Hag ar Vabilon-zé ker brudet é-touez ar rouan̄télésiou, gloar vrâz ar C’haldéed, a vézô diskaret, ével ma tiskaraz ann Aotrou Sodom ha Gomorra.

20. Didûd é choumo da-vikenn, ha na vézô két savet a-névez a-héd ar chan̄tvédou ; ann Arabia na zavô két énô hé delt, hag ar véserien na éc’hoazin̄t két énô.

21. Hôgen al loéned c’houéz en em dennô énô, hag hô ziez a vézô leûn a aéred ; hag ann aotruzed a choumô énô, hag ann diaouled a zan̄sô énô.

22. Ar c’houenned a iudô enn hé ziez kaer, hag ar môr-gragez a choumô enn hé ziez dudiuz.


————


XIV. PENNAD.


Disman̄tr roué Babilon.


1. Tôst eo ann amzer-zé, hag hé deisiou n’in̄t két pell. Râg ann Aotrou a rai trugarez é-kén̄ver Jakob, hag a rai c’hoaz eunn dilenn é Israel, hag hô lakai da éhana enn hô douar hô-unan. Ann diavésiad en em unanô gan̄t-hô, hag hî en em frammô out tî Jakob.

2. Ar boblou hô c’hémérô, hag hô digasô enn hô brô ; ha tî Israel hô dévézô da vévellou ba da vitisien é douar ann Aotrou ; hag ar ré hô dôa hô c’héméret a vézô da sklaved d’ézhô, hag ar ré hô dôa hô aotrouniet a zeûi dindan hô galloud.

3. Chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé : Pa en dévézô Doué rôet éhan d’id enn da labour, enn da waskérez, hag er sklavérez dindân péhini é oaz ken̄t,

4. É kéméri ar barabolen-man̄ a-énep roué Babilon, hag é liviri : Pétrâ eo deûet ann heskiner-zé, pénaoz eo éhanet ar gwiriou a zavé ?

5. Torret eo bét gan̄d ann Aotrou bâz ar ré fallagr, gwalen ann heskinerien,

6. Péhini enn hé frouden a skôé war ar boblou gouliou dibaréuz, a lékéa ar brôadou dindân hé béli, hag hô heskiné gan̄t krisder.

7. Ann douar holl a zô bréma enn éhan hag enn tâv ; el lévénez hag enn tridérez éma.

8. Ar sapr hag ar gwéz-sedr a zô en em laouénéet ivé diwar da benn : Abaoé ma oud kousket, émé-z-hô, na zeû dén évid hon trouc’ha.

9. Ann ifern hé-unan a zô bét kéflusket pa oud deuet enn-han̄ ; al lan̄gouineien en deûz lékéat da zével ouz-id. Holl brin̄sed ann douar, holl rouéed ar brôadou a zô savet diwar hô zrônou.

10. Hag hî holl a gomzô ouz-id, hag a lavarô : Ha té a zô bét gouliet kerkoulz ha nî, ha deûet oud hénvel ouz-imp ?

11. Da rôgoni a zô bét taolet enn ifernou ; da c’horf-marô a zô kouézet ; dindân-od é vézô ann tartouzed, hag ar prén̄ved a vézô da vallin d’id.

12. Pénaoz oud-dé kouézet eûz ann én̄v, Lusifer, té péhini a zavé diouc’h ar min̄tin ? Pénaoz oud-dé kouézet d’ann douar, té péhini a c’houlié ar brôadou ?

13. Te péhini a lavaré enn da galoun : Mé a biñô enn én̄v, dreist stéred Doué é savinn va zrôn ; war vénez ar gévrédigez éc’h azézinn, é kén̄ver avel ann han̄ter-nôz.

14. Piña a rinn war ar goabrou ar ré uc’héla, hag é vézinn hén̄vel oud ann Uc’hel-meûrbéd.

15. Ha koulskoudé oud bét taolet enn ifern, é gwéled ar poull.

16. Ar ré az gwélô, a zellô ouz-id, ha goudé m’hô dévézô da arvestet, e livirin̄t : Hag hen-nez eo ann dén en deûz strafiḻet ann douar, en deûz spoun̄tet ar rouan̄télésiou,

17. En deuz lékéat ar béd didûd, en deuz diskaret hé gériou, en deuz dalc’het er vac’h ar ré en dôa kéméret er brézel ?

18. Holl rouéed ar brôadou a zô bét kousket er c’hloar, pép-hini enn hé dî hé-unan.

19. Hôgen té a zô bét taolet pell diouc’h da véz, ével eur c’héf didalvez ha saotret, ha grounnet é-touez ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé, é vézin̄t diskennet é gwéled ar poull, ével eur c’horf brein.

20. N’az pézo két eur béz ével unan anézhô, ô véza ma éc’h eûz gwastet da zouar, ha ma éc’h eûz lazet da bobl ; gwenn ar ré fallagr na vézô két galvet da vikenn.

21. Aozit hé vugalé d’ar marô enn abek da fallagriez hô zadou ; na zavin̄t két, n’hô dévézô két ann douar é digouéz, ha na leûnin̄t két a geriou gorré ar béd.

22. Sével a rinn enn hô énep, émé Aotrou ann arméou ; ha mé a gollô hanô Babilon, hag hé dilerc’hiou, hag hé gwenn, hag hé bugalé, émé ann Aotrou.

23. Ann heûreûchined a likiinn da choum enn-hi, é poullou dour é trôinn anézhi ; hé skuba a rinn, hag é taolinn hé skubien er-méaz, émé Aotrou ann arméou.

24. Aotrou ann arméou en deûz touet, ô lavarout : Ével ma em eûz mennet é c’hoarvézô ; ar péz em eûz lékéat em penn a vézo gréat.

25. Ann Assiried a vrévinn em douar, hag é mac’hinn anézhô war va ménésiou ; hag Israel a héjô ar iéô hô dôa lékéat war-n-ézhan̄, hag ar béac’h hô dôa lékéat war hé ziskoaz.

26. Chétu pétrâ em eûz mennet diwarbenn ann douar holl, chétu pérâg em eûz astennet va dourn war ann holl vrôadou.

27. Râg Aotrou ann arméou eo en deûz hé reizet ; ha piou a hellô hé zislébéri ? Astennet en deûz hé zourn : ha piou a zistrôi anézhan̄ ?

28. Ér bloaz é péhini é varvaz ar roué Ac’haz, é c’hoarvézaz ar béac’h-man̄.

29. N’en em laouéna két, douar ar Filistined, ô véza ma eo torret ar wialen a skôé war-n-od ; râg eûz a wenn ann aer é teûi eur bazilik, hag hé wenn-hén̄ a loun̄kô al laboused.

30. Hag ar ré gen̄ta-ganet é-touez ar béorien a vézô maget, hag ar béorien a arzaôô gan̄t fisian̄s ; ha mé a lakai da zizéc’ha da wenn gan̄d naoun, hag a lazô ann dilerc’h ac’hanod.

31. Iûd, pors ; garm, kéar ; disman̄tret eo holl vrô ar Filistined : râg eûz ann han̄ter-nôz é teû ar môged, ha n’eûz dén a gémen̄t a helfé tec’hout diouc’h hé armé.

32. Ha pétrâ a vézô respoun̄tet da gannaded ar vrôad-zé ? Pénaoz en deûz ann Aotrou diazézet Sion, ha ma lakai péorien hé bobl hé géd enn-han̄.


————


XV. PENNAD.


Disman̄tr ar Voabited.


1. Béac’h Moab. O véza ma eo bét diskaret Ar-Moab a-zoug ann nôz, ha ma eo tavet, ô véza ma eo bét diskaret môr Moab a-zoug ann nôz, ha ma eo tavet.

2. Ti ar roué ha Dibon a zô piñet d’al lec’hiou uc’hel évit gwéla diwar-benn Nabo ha Médaba ; iudet é deûz Moab : en em zivlevet in̄t holl ; touzet hô deûz holl hô barô.

3. Er ruiou in̄t éat gan̄t séier da c’houriz ; war ann tôennou ha war al leûriou kéar eo bét klévet hô iûd hag hô gwélvan.

4. Hesébon hag Éléalé a c’harmô ; hô mouéz a vézô klevet bété Jasa ; ar ré galounéka eûz a Voab a c’harmô war gémen̄t-sé ; garmi a rain̄t enn-hô hô-unan.

5. Va c’ha1oun a c’harmô étrézé Moab ; hé skôrou a dec’hô bété Ségor, ével eunn ounner trî-bloaz ; piña a rain̄t enn eur wéla dré gréc’hien Luit, hag é hen̄t Oronaim é rôin̄t da glevout garm hô glac’har.

6. Râk douréier Nemrim a zeûi ével eunn distrô ; ar géot a zizéc’hô, al louzou a wévô, hag ann holl iéot glaz a iélô-da-nétra.

7. Hervez brasder hô ôber é vézô hô c’hastiz ; bété froud ann halek é vézin̄t klevet.

8. Râg garm Moab a iélô enn-drô d’hé harzou ; hé iud a iélô bété Gallim, hag hé garm bété pun̄s Élim.

9. Râk douréier Dibon a vézô leun a c’hoad ; râk kâs a rinn ouc’h-penn war Zibon ; léoned a iélô war-lerc’h ar ré a dec’hô eûz a Voab, hag ann dilerc’h eûz ar vrô-zé.


————


XVI. PENNAD.


Kaléder ar Voabited.


1. Aotrou, kâs ann oan trec’her ann douar, eûz a véan ann distrô da vénez merc’h Sion.

2. Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô : Ével eul labous a dec’h, hag ével labousédigou a nîch er-méaz eûz hô neiz, ével-sé é vézô merc’hed Moab pa dreûzin̄t ann Arnon.

3. En em guzul, en em stroll, kémer da grésteiz eur skeûd kenn du hag ann nôz ; kûz ar ré a dec’h, ha na ziskuḻ két ar ré a gildrô.

4. Va zec’herien a choumô gan-éz : Moab, béz da zigémer d’ézhô a zirâg hô heskiner ; râg ar poultr en deûz kavet hé zivez, ar fallagr a zô éat-da-nétra ; néb a vac’hé ann douar a zô diaézet.

5. Eunn trôn a vézô aozet enn drugarez, hag hén̄ a azézô war-n-ézhan̄ er wirionez é telt David, évit barna ha klaskout ar varn, ha rei da bép-hini ar péz a zô reiz.

6. Balc’hder Moab hon eûz klevet ; balc’h-meûrbed eo ; hé valc’hder, hé rogoni, hé frouden a zô brasoc’h égéd hé ners.

7. Râk-sé é iudô Moab out Moab ; ann holl a iudô : d’ar ré a laka hô fisian̄s enn hô muriou brikennou, rôit da anaout hô gouliou.

8. Râk faboursiou Hesébon a zô didûd, hag aotrounez ar brôadou hô deûz gwastet gwinien Sabama ; hé skourrou a zô en em astennet bété Jazer ; kildrôet hô deuz enn distrô ; hag ar ré eûz hé greskou a zô choumet hô deûz treûzet ar môr.

9. Râk-sé é lén̄vinn hag é wélinn gan̄t Jazer gwinien Sabama ; da zoura a rinn, Hesébon, hag Eléalé, gan̄t va daérou, ô véza ma in̄t en em daolet gan̄d eur garm brâz war da winiennou ha war da barkou éd.

10. Na vézô gwélet mui a lévénez nag a dridérez er mésiou frouézuz, na vézô klevet mui a jolori er gwiniennou ; ar ré a oa boazet da waska ar gwîn, n’her gwaskin̄t mui ; lakaad a rinn da dével mouéz ar waskerien.

11. Rak-sé va c’hôv a zonô diwar-benn Moab ével eunn délen, ha va bouzellou diwar-benn hé mûr brikennou.

12. Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô : Pa vézô skuiz Moab ô véza bét d’hé lec’hiou uc’hel, éz ai enn hé zan̄tuar hé-unan évit pédi, ha na dalvézô két d’ézhan̄.

13. Hen-nez eo ar gér en deûz lavaret ann Aotrou diwar-benn Moab abarz bréma.

14. Ha bréma é komz ann Aotrou, ô lavarout : A-benn trî bloaz, é doare bloavésiou ar gôpraérien, é vézô lamet hé c’hloar digan̄t Moab ha digan̄t hé holl bobl péger paot-bennâg eo ; nébeûd a dûd a choumô anézho, ha c’hoaz é vézin̄t gwân.


————


XVII. PENNAD.


Disman̄tr Damas.


1. Béac’h Damas. Chétu Damas né vézô mui eur géar ; hag hî a vézô ével eur bern mein eûz a eunn tî diskaret.

2. Keriou Aroer a vézô dilézet gan̄d ann tropellou ; hag hî a éc’hoazô énô, ha na vézô dén evid hô châs-kuit ac’hanô.

3. Ar skoazel a vézô tennet da Éfraim, hag ar rouan̄télez da Zamas ; ha dilerc’h ar Siried a vézô ével gloar bugalé Israel, émé Aotrou ann arméou.

4. Chétu pétrâ a vézô enn deiz-zé : Gloar Jakob a vézô dislébéret, hag hé gorf lard a zeûi da véza treûd.

5. Hag hén̄ a vézô hén̄vel oud ann hini a ia da bennaoui é amzer ar médérez, hag a zastum ann tamoézennou-ed gan̄d hé vréac’h ; hén̄vel é vézô oud ann hini a glask tamoézennou-ed é traon̄ien Rafaim.

6. Ar péz a choumô anézhan̄ a vézô ével eur bôd rézin enn eur winien, hag ével pa gutulieur ann olived, é choum daou pé drî é penn eur skourr, pé pévar pé bemp é penn ar wézen, émé ann Aotrou, Doué Israel.

7. Enn deiz-zé ann dén a stôuô dirâg hé Grouer, hag hé zaoulagad a zellô out San̄t Israel.

8. Ha na stouô mui dirâg ann aoteriou en dôa gréat gan̄d hé zaouarn ; ha na zellô mui oud ar c’hoajou hag oud ann templou en dôa savet gan̄d hé viziad.

9. Enn deiz-zé hé geriou kré a vézô dilézet ével eunn arar, hag ével ann édou a oé dilézet dirâk bugalé Israel ; ha té a vézô didûd,

10. O véza ma éc’h eûz an̄kounac’héet Doué da Zalver, ha n’éc’h euz két bét a goun eûz da warézer galloudek ; râk-sé é plan̄ti plan̄tennou mâd, hag éc’h hadi had a-ziavéaz brô.

11. Enn deiz m’az pézô plan̄tet, é kreskô ével gwini-c’houéz, ha diouc’h ar min̄tin é vleûñô da hâd ; é deiz ar médérez na zastumi nétrâ, hag é vézi glac’haret-brâz.

12. Gwâ al lôd brâz a boblou, a zô hén̄vel out trouz eur môr brâz ; hag ar mouésiou savaruz a zô hén̄vel out trouz douréier brâz.

13. Safari a rai ar boblou ével trouz douréier dic’hlannet, ha Doué a grôzô anézho, hag hî a dec’hô pell ; hag hî a vézô skiñet ével poultr ar ménésiou dirâg ann avel, hag ével eur gourven̄ten dirâg ann arné.

14. Diouc’h ar pardaez é oan̄t saouzanet ; diouc’h ar min̄tin na vézin̄t mui. Chétu lôd ar ré hô deûz hor gwastet, ha darvoud ar ré hô deûz hor preizet.


————


XVIII. PENNAD.


Disman̄tr ann Étiopia.


l. Gwâ ann douar a ra trouz gan̄d hé ziou-askel, a zô enn tû all da steriou ann Étiopia ;

2. A gâs hé gannaded war ar môr, ha war listri broenn war ann douréier. Iit, élez skan̄v, étrézég eur vrôad direizet ha diroget ; étrézeg eur bobl eûzuz, eûzuz dreist ar ré all ; étrézég eur vroad a c’hortoz hag a zô mac’het, hag a zô skrapet hé douar gan̄d ar steriou.

3. Holl dûd ar béd, c’houi péré a choum war ann douar, pa vézô savet ann arouéz war ar ménésiou, c’houi hé gwélô, hag a glevô soun ar c’horn-boud :

4. Rak chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou din : Choum a rinn enn éhan, hag ec’h arvestinn eûz al léac’h é péhini émounn, ével eur c’houlaouen ker skléar hag ann héol da grésteiz hag ével eur goabren glîz é amzer ar médérez.

5. Râg abarz ar médérez é vleûñô bépréd, hag é kellidô héb éogi ; hag hé skourrouigou a vézô trouc’het gan̄d ar falc’h ; hag ar péz a vézô choumet, a vézô skéjet ha taolet pell.

6. Hag hî a vézô lézet da evned ar ménésiou, ha da loéned ann douar ; hag ann evned a choumô war-n-ézhô a-héd ann han̄v, hag holl loéned ann douar a c’hoan̄vô war-n-ézhô.

7. Enn amzer-zé é vezô digaset eur rô da Aotrou ann arméou gan̄d eur bobl dirannet ha diroget ; gan̄d eur bobl heûzuz dreist ar ré all ; gan̄d eur vrôad a c’hédé, a c’hédé hag a oa mac’het ; a zô bét dic’hlannet ar steriou war hé douar : el léac’h ma eo galvet hanô Aotrou ann arméou, war vénez Sion.


————


XIX. PENNAD.


Ann Éjipt gourdrouzet ha dieûbet.


1. Béac’h ann Éjtpt. Chétu ann Aotrou a biñô war eur c’hoabren skan̄v, hag a iélô enn Éjipt ; hag idolou ann Éjipt a vézô horellet dira-z-han̄, ha kaloun ann Éjipt a deûzô enn hé c’hreiz.

2. Lakaad a rinn ann Éjiptianed da zével oud ann Éjiptianed ; ar breûr a stourmô oud ar breûr, ar miñoun oud ar miñoun, ar géar oud ar géar, ar rouan̄télez oud ar rouan̄télez.

3. Spéred ann Éjipt a iélô-da-gét enn hé c’hreiz, ha mé a ziskarô hé foell ; hag hî a c’houlennô kuzul digan̄d hô idolou, hô diouganerien, hô c’helc’hierien, hag hô strôbinellerien.

4. Lakaad a rinn ann Éjipt étré daouarn eunn Aotrou kriz, hag eur roué kré a drec’hô anézhô, émé ann Aotrou, Doué ann arméou.

5. Ar môr en em gavô dizour, hag ar ster a zeûi da véza séac’h hag hesk.

6. Ar steriou a zeûi da hesk ; ar c’haniou a zeûi-da-nétra, hag a zizec’hô : ar c’hors hag ar broenn a wén̄vô.

7. Aoz ar c’houériou a zizec’hô er vammen ; ann holl hadou a-héd hô aod a zizec’hô, a wévô, hag a iélô-da-nétra.

8. Ar beskéterien a vézô glac’haret ; ar ré holl péré a daol ann higen er ster a skuḻô daérou ; ar ré a steñ hô rouéjou war-c’horré ann douréier, a vézévellô.

9. Ar ré a labouré al lîn, a gribé anézhan, hag a réa gan̄t-han̄ neûd moan, a vézô mézékéet.

10. Al lec’hiou douret a zeûi da hesk ; hag ar ré holl péré a réa poullou évit paka pésked.

11. Diskian̄t eo prin̄sed Tanis ; ar guzulierien fûr-zé da Faraon hô deûz rôet eur c’huzul diskian̄t. Pénaoz é livirit-hu da Faraon : Mâb ar ré fûr ounn, mâb ar rouanez kôz ?

12. Péléac’h éma bréma da ré fûr ? Ra rôin̄t da anaoud d’id, ra ziouganin̄t d’id pétrâ a venn Aotrou ann arméou diwar-benn ann Éjipt ?

13. Diskian̄t eo deuet da véza prin̄sed Tanis ; digalounékéet eo prin̄sed Memfis ; touellet eo bét gan̄t-hô ann Éjipt, ners hé boblou.

14. Ann Aotrou en deûz kemmesket enn hé c’hreiz eur spéred a abafder ; hag hî hô deûz lékéat ann Éjipt da horella enn hô holl ôberiou, ével ma horell eunn dén mézô pa zisloun̄k.

15. Ha na wézô két ann Éjipt pétrâ da ôber, nag ar penn nag al lost, nag ar ré gré nag ar ré zister.

16. Enn deiz-zé ann Éjiptianed a vézô ével gragez ; saouzani a rain̄t, spoun̄tet-brâz é vézin̄t, pa wélin̄t Aotrou ann arméou oc’h héja hé zourn war-n-ézhô ;

17. Douar Juda a vézô da spoun̄t d’ann Éjipt ; piou-bennâg en dévézô koun eûz a Juda, a grenô gan̄d ar gwél eûz ar péz en dévézô mennet Aotrou ann arméou enn hé énep.

18. Enn deiz-zé é vézô pemp kéar é douar ann Éjipt a gomzô iez Kanaan, hag a douô dré Aotrou ann arméou ; unan anézhô a vézô hanvet kéar ann héol.

19. Enn deiz-zé é vézô eunn aoter d’ann Aotrou é-kreiz douar ann Éjipt, hag eur peûlvan d’ann Aotrou war hé harzou.

20. Eunn arouéz é vézô hag eunn desténi da Aotrou ann arméou é douar ann Éjipt. Râg hî a c’harmô étrézég ann Aotrou enn abek d’hô heskiner, hag hén̄ a gasô d’ézhô eur salver hag eur gwarézer, a zieûbô anézhô.

21. Hag ann Aotrou a vézô anavézet gan̄d ann Éjipt, hag ann Éjiptianed a anavézô ann Aotrou enn deiz-zé ; hag hî a azeûlô anézhan̄ gan̄d hostivou ha rôou ; hô gwéstlou a gennigin̄t hag a rôin̄t d’ézhan̄.

22. Hag ann Aotrou a skôi war ann Éjipt eur gouli, hag hé iac’hai ; hî a zistrôi oud ann Aotrou, hag hén̄ a habaskai out-hô, hag hô iac’hai.

23. Enn deiz-ze é vézô eunn hen̄t eûz ann Éjipt d’ann Assiria ; hag ann Assiried a iélô enn Éjipt, hag ann Éjiptianed enn Assiria ; hag ann Éjiptianed a vézô dindan béli ann Assiried.

24. Enn deiz-zé Israel a vézô da drédé d’ann Éjiptian ha d’ann Assiriad ; ar vennoz a vézô é-kreiz ann douar,

25. En deûz benniget Aotrou ann arméou, ô lavarout : Benniget eo ann Éjipt va fobl, hag ann Assiria, labour va daouarn, hag Israel va digwéz.


————


XX. PENNAD.


Sklavérez ann Éjiptianed hag ann Étiopied.


1. Er bloaz é péhini Tartan, kaset gan̄t Sargon, roué ann Assiried, a zeûaz da Azot, a stourmaz out-hi, hag hé c’héméraz :

2. Enn amzer-zé ann Aotrou a gomzaz oud Isaias, mab Amos, ô lavarout : Kéa, ha tenn ar zâc’h diwar da zargreiz, ha diwisk da voutou eûz da dreid. Hag hén̄ a réaz ével-sé, hag a iéaz noaz ha divoutou.

3. Hag ann Aotrou a lavaraz : Ével ma en deûz baléet va servicher Isaias, noaz ha divoutou, da arouéz ha da vurzud eûz ar péz a dlé da c’hoarvézout a-benn tri bloaz gan̄d ann Éjipt ha gan̄d ann Étiopia :

4. Ével-sé roué ann Assiried a zizougô euz ann Éjipt hag eûz ann Étiopia eul lôd brâz a sklaved, iaouan̄k ha kôz, noaz ha divoutou noaz-gân é méz ann Éjipt.

5. Hag hî a vézô spoun̄tet, ha mézékéet, dré m’hô dôa lékéat hô géd war ann Étiopia, hag hô gloar war ann Éjipt.

6. Hag ar ré a choumô enn énézen-zé a lavaro enn deiz-zé : Chétu éta pétrâ é oa hor géd, ar ré é péré é oa hor fisian̄s, évid hon dieûbi dirâk roué ann Assiried ; ha pénaoz é hellimp-ni tec’hout ?


————


XXI. PENNAD.


Disman̄tr Babilon. Disman̄tr ann Étiopia.


1. Béac’h distrô ar môr. Ével ma teû kourven̄tennou gan̄d avel ar c’hrésteiz, ével-sé é teû eûz ann distrô, eûz a eur vrô heûzuz.

2. Eur wélédigez galet a zô diskleriet din : néb a oa disléal, a zô disléal bépréd ; néb a oa gwaster, a zô gwaster bépréd. Piñ, Élam ; grounn, Médiad ; lékéat em eûz da c’hana hé holl geinvanou.

3. Râk-sé va bouzellou a zô leûn a c’hlac’har ; diroget eo va dargreiz ével hini eur c’hrég é gwilioud ; pa glevann ounn spoun̄tet, pa wélann ounn strafiḻet.

4. Fatet eo va c’haloun, va spéred a zô gôlôet a dévalien : Babilon va muia-karet a zô deûet da spoun̄t d’in.

5. Laka ann daol ; arvest euz ar wéré ar ré a zebr hag a év ; savit, prin̄sed, kémérit hô tirennou.

6. Râk chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou d'in : Kéa, ha laka eur géder, péhini a lavarô kémen̄d ha ma wélô.

7. Hag hé-man̄ a wélaz eur c’harr rénet gan̄d daou zén, unan piñet war eunn azen, hag égilé war eur c’han̄val ; hag hén̄ a lékéaz évez brâz oud ar péz a wélé.

8. Neûzé é c’harmaz ével eul léon : War c’héd émounn évid ann Aotrou, hag é choumann em zâ héd ann deiz ; war va diwall émounn, hag é choumann em zâ héd ann nôzvésiou.

9. Hag unan eûz ann daou zén a réné ar c’harr a gomzaz, hag a lavaraz : Kouézet eo, kouézet eo Babilon, hag holl skeûdennou hé douéed a zô brévet oud ann douar.

10. C’houi va dournérez, c’houi mipien va leûr, chétu é roann da anaout d’é-hoc’h ar péz em eûz klevet gan̄d Aotrou ann arméou, Doué Israel.

11. Béac’h Duma. Béz’ é c’harmeur étrézég enn-oun eûz a Zeir : Géder, pétrâ éc’h eûz-té gwélet enn nôz-man̄ ? Géder, pétrâ éc’h eûz-té gwélet enn nôz-man̄ ?

12. Hag ar géder a lavaraz : Deûet eo ar min̄tin hag ann nôz ; mar klaskit, klaskit ; distrôit, deûit.

13. Béac’h war ann Arabia. Diouc’h ar pardaez é kouskot er c’hoat, é raven̄chou Dédanim.

14. C’houi péré a choum é douar ar c’hrésteiz, digasid dour d’ar ré hô deuz séc’hed ; digasit bara d’ar ré a dec’h.

15. Râg hî a dec’h dirâg ar c’hlézéier, dirâg ar c’hlézé noaz, dirag ar warek steñet, dirâg ar stourm grisiaz :

16. Râk chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou d’in : Eur bloaz c’hoaz, ével bloaz eur gôpraer, ha gloar Sédar a vézô tennet diout-han̄.

17. Hag ann dilerc’h eûz a warégerien Sédar a vihanai ; râg ann Aotrou, Doué Israel, en deûz komzet.


————


XXII. PENNAD.


Jéruzalem gronnet gan̄d ann Assiried.


1. Béac’h traon̄ien ar wélédigez. Pérâg é piñez-té ével-sé enn eur rumm brâz war ann tôennou ?

2. Kéar leûn a zafar, kéar leûn a dûd, kéar laouen ; ar ré a zô bét lazet enn-od, n’in̄t két bét lazet gan̄d ar c’hlézé, n’in̄t két marô er brézel.

3. Da holl brin̄sed a zô bét tec’het kévret ; gan̄t krisder in̄t bét chadennet ; ar ré holl a zô bét kavet, a zô bét éréet kévret, pétrâ-bennâg ma oan̄t tec’het pell.

4. Râk-sé em eûz lavaret : Pellait diouz-in ; mé a wélô gan̄t c’houervder ; n’en em likit két é poan da zic’hlac’hari ac’hanoun diwar-benn disman̄tr merc’h va fobl.

5. Râk chétu deiz al lazérez, ha deiz ar mac’hérez, ha deiz ann daérou, a gâs ann Aotrou, Doué ann arméou e traon̄ien ar wélédigez ; hén̄ péhini a dreûz ar vûr, hag a ziskouéz hé c’hloar war ar ménez.

6. Élam a gémer hé dron̄s, hag a aoz hé girri évid hé varc’heien ; tenna a râ hé dirennou diouc’h ar vôger.

7. Ha da wella draon̄iennou a vézô leûn a girri, hag ar varc’héien a ziazézô hô c’hamp oud da bors.

8. Ha tôen Juda a vézô dizôlôet, hag enn deiz-zé é wéli skiber armou tî ar c’hoajou.

9. C’houi a wélô odéou kéar David, ha pénaoz éz eûz kalz anézhô ; ha c’houi a zastumô douréier al lenn izéla ;

10. Nivéri a réot tiez Jéruzalem, hag é tiskarot lôd eûz hé ziez évit krévaat hé mûr.

11. Eur poull-dour a réot étré diou vôger é-tal al lenn kôz ; ha na zavot két hô taoulâgad étrézég ann hini en deûz hé gréat, ha na zellot két a bell oud ann hini en deûz hé savet.

12. Hag enn deiz-zé ann Aotrou, Doué ann arméou, hô kalvô d’ar gwélvan ha d’ar garm, da douza hô penn, ha d’en em c’houriza gan̄t séier-reûn :

13. Ha chétu en em rôot d’al lévénez ha d’ar cholori, é lazot leûéou, é lazot tourzed, é tebrot kîk, hag éc’h évot gwîn : Debromp, hag évomp, émé-c’houi ; râk warc’hoaz é varvimp.

14. Hag Aotrou ann arméou a rôaz d’in da glevout ar geriou-man̄ : Ar fallagriez-zé na vézô két distolet d’é-hoc’h, kén na varvot, émé ann Aotrou, Doué ann arméou.

15. Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué ann arméou : Kerz, kéa da gavout ann hini a choum enn tabernakl, Sobna préfed ann templ, hag é liviri d’ézhan̄ :

16. Pétrâ a réz-té aman̄, pé piou a zô gan-éz-té aman̄ ? Ma éc’h eûz toullet eur béz évid-od aman̄, ma éc’h euz toullet eur béz kaer enn eul léac’h uc’hel, eunn tabernakl d’id er méan.

17. Chétu ann Aotrou a lakai da zizougen ac’hann, ével ma tizougeur eur c’hiḻek, kéméret é vézi gan̄t-han̄ ével ma kéméreur eur van̄tel.

18. Da guruni a rai gan̄d eur gurunen a c’hlac’har ; da deurel a rai ével eur bellen enn eur park lédan hag éc’hon ; énô é varvi, hag énô é vézô karr da c’hloar, mézégez tî da Aotrou.

19. Da gâs a rinn kuît eûz al léac’h é péhini émoud ; da denna a rinn eûz da garg.

20. Chétu pétrâ a vézô enn deiz-zé : Gervel a rinn va servicher Éliakim, mâb Helkias ;

21. Ha gan̄d da zaé é wiskinn anézhan̄, ha gan̄d da c’houriz é krévainn anézhan̄, hag enn hé zourn é likiinn da véli ; hag hén̄ a vézô ével da dâd da dûd Jéruzalem, ha da dî Juda.

22. Ha mé a lakai war hé skoaz alc’houéz ti David ; hag hén̄ a zigorô, ha na vézô dén évit serra ; serra a rai, ha na vézô dén évid digeri.

23. Hé zan̄ka a rinn ével eur peûl enn eul léac’h stard, hag hén̄ a vézô eunn trôn a c’hloar évit tî hé dâd.

24. Holl c’hloar tî hé dâd a vézô skourret out-han̄, listri a bép doaré, binviouigou a bép doaré, adaleg ar c’hôpou bété binviou ar c’hiniaded.

25. Enn deiz-zé, émé Aotrou ann arméou, é vézô tennet ar peûl a oa bét san̄ket enn eul léac’h stard ; hag hén̄ a vézô torret ha diskaret, ha kémen̄d a vézô skourret out-han̄ a iélô-da-nétra, râg ann Aotrou en deuz komzet.


————


XXIII. PENNAD.


Disman̄tr Tir hag hé gwellaen.


1. Béac’h Tir. Iudit, listri ar môr ; râk diskaret eo al léac’h a béhini é oan̄t boazet da zon̄t : eûz a zouar Kétim é teûiô hô disman̄tr.

2. Tavit, c’houi péré a choum enn énézen : marc’hadourien Sidon a dreûzé ar môr évit leûnia da borsiou.

3. Ann hadou a zeû da greski gan̄t douréier brâz ann Nîl, éd ar ster a oa da voéd d’ézhi ; hag hî a zô deûet da varc’hallac’h ar brôadou.

4. Az péz méz, ô Sidon ; râg ar môr, ners ar môr en deûz lavaret : n’em eûz két en̄géhen̄tet, ha n’em eûz két ganet ; n’em eûz két maget paotred-iaouan̄k, n’em eûz két savet plac’hed-iaouan̄k.

5. Pa vézô klevet kémen̄t-sé enn Éjipt diwar-benn Tîr, é vézô gwélvan.

6. Treûzit ar môriou ; iudit, c’houi péré a choum enn énézen.

7. Ha né két houn-nez ar géar-zé a veûlac’h kémen̄t, péhini a fougéé gan̄d hé hénan̄ded enn deisiou ken̄t ? Hé zûd a zô éat war-droad pell-brâz er broiou a-ziavéaz.

8. Piou en deûz mennet kémen̄t-sé a-énep Tîr péhini a zougé ar gurunen, péhini é doa prin̄sed da varc’hadourien, hag ar ré vrudéta eûz ann douar da werzerien ?

9. Aotrou ann arméou eo en deûz mennet kémen̄t-sé, évid diskara holl c’hloar ar ré rôk, hag évit vuélaat ar ré vrudéta eûz ann douar.

10. Treûz da zouar ével eur ster, merc’h ar môr ; n’eûz mui a c’houriz enn-drô d’id.

11. Astennet en deûz ann Aotrou hé zourn war ar môr, ar rouan̄télésiou en deûz horellet ; a-énep Kanaan en deûz rôet hé c’hourc’hémenn, évit ma vézô brévet hé ré gréva.

12. Hag hén̄ en deûz lavaret : Gwerc’hez péhini a dlé béza gwallet, merc’h Sidon, na fougéi mui ; saô ha kéa dré vôr bété Kétim ; ha na gavi két zôkén a éhan énô.

13. Chétu douar ar C’haldéed ; n’eûz két bét a bobl hén̄vel out-hô ; ann Assiried eo hô deûz hé ziazézet ; ar ré gréva anézhô a zô bét kaset é sklavérez ; hô ziez a zô bét diskaret ; gwastet holl in̄t bet.

14. Iudit, listri ar môr, râg hô ners a zô kaset-da-nétra.

15. Chétu pétra a vézô enn deiz-zé : É an̄kounac’h é vézi, ô Tîr, a-héd dék vloaz ha tri ugen̄t, ével deisiou eur roué ; hôgen goudé dék vloaz ha tri-ugen̄t é teûiô Tîr ével eur c’hrek-fall hag a gân.

16. Kémer eunn délen, trô-war-drô kéar, grek-fall lékéeat enn an̄kounac’h : kân kaer, kân aliez, évit ma vézô koun ac’hanod.

17. Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô goudé dék vloaz ha tri-ugen̄t : Ann Aotrou a emwélô Tîr hag hé digasô d’hé c’hen̄ta gwerzidigez ; hag hî en em wallô adarré gan̄d ann holl rouan̄télésiou a zô war ann douar.

18. Hag hé gwerzou, hag hé gôprou a vézô gwéstlet d’ann Aotrou ; na vézin̄t két lékéat a dû nâg enn eunn ten̄zor ; hôgen béz’ é vézin̄t holl évid ar ré a choum dirâg ann Aotrou, évit ma tebrin̄t hô gwalc’h, ha ma vézin̄t gwisket bépréd.


————


XXIV. PENNAD.


Droug a dlé kôuéza war ar Judéa.


1. Chétu ann Aotrou a lakai ann douar didûd, hé lakai enn noaz, a drôi hé zoaré, hag a skiñô ar ré a choum enn-han̄.

2. Neûzé ar bélek a vézô ével ar bobl ; ann aotrou ével ar mével ; ann itroun ével ar vatez ; ann hini a werz ével ann hini a brén ; ann hini a gémer ével ann hini a rô war gampi ; ann hini a dlé ével ann hini a c’houlenn ar péz a zô dléet d’ézhan̄.

3. Disman̄tret é vézô ann douar ; preizet é vézô ; râg ann Aotrou en deûz hé lavaret.

4. Gwéla a râ ann douar, hag é teûz, hag é teû da fallaat ; teûzi a râ ar béd, hag ar ré vrâz é-touez ar bobl a zeû da fallaat.

5. Hag ann douar a zo saotret gan̄d ar ré a choum enn-han̄ ; râg hî hô deûz torret al lézennou, hô deûz trôet ar gwîr, hô deûz kaset-da-gét ar gévrédigez a dlié padout da-vikenn.

6. Râk-sé ar valloz a loun̄kô ann douar, hag ar ré a choum enn-han̄ en em rôi d’ar péc’hed ; dré-zé ar ré a labour anézhan̄ a vézô tûd diskian̄t, ha na choumô enn-han̄ német nébeûd a dûd.

7. Ar ven̄dem a wél, ar winien a falla ; hag ar ré holl a oa laouen a galoun a zô enn daérou.

8. Éhanet eo lévénez ann taboulinou, na gleveur mui trouz ar cholori, tavet eo soun c’houék ann délen.

9. Na évin̄t mui ar gwîn ô kana ; ar braoued a zeûiô da véza c’houerô da néb a évô.

10. Diskaret eo ar géar a fougé ; hé holl diez a zô serret, ha na’z â dén enn-hô.

11. Garm a vézô er ruou diwar-benn ar gwîn ; ann holl lévénez a iélô ébiou ; dudi ann douar a dréménô.

12. Didûd é vézô kéar, hag hé dôriou a vézô diskaret.

13. Hag ar péz a choumô a dûd é-kreiz ann dûd, é-kreiz ar boblou, a vézô ével al lôd bihan a olived a choum war ar gwéz pa in̄t bét héjet, hag ével ar rézin a gaveur goudé ma eo gréat ar ven̄dem.

14. Ar ré-zé a zavô hô mouéz, hag a ganô meûleûdi, hag a c’harmô eûz a greiz ar môr, pa vézo énoret ann Aotrou.

15. Râk-sé énorit ann Aotrou er gélénadurésiou ; meûlit, é énézi ar môr, hanô ann Aotrou, Doué Israel.

16. Eûz a benn ar béd hon eûz klévet meûleudiou, gloar ann dén reiz. Ha mé em eûz lavaret : Al lavar kuzet a zô évid-oun, al lavar-kuzet a zô évid-oun, gwâ mé ; torret eo al lézen gan̄t-hô, gan̄d disléalded eo torret gan̄t-hô.

17. Ar spoun̄t, ar poull hag al lindâg a zô évid-oud, té péhini a choum war ann douar.

18. Chétu pétrâ a c’hoarvézô : Ann hini a vézô lékéat da déc’hout gan̄d ar spoun̄t, a gouézô er poull, hag ann hini a vézô en em dennet eûz ar poull, a vézô dalc’het el lindâg : râk lennou ann én̄v a vézô digoret, ha diazézou ann douar a vézô horellet.

19. Gan̄t rogou é vézô roget ann douar, gan̄t torrou é vézô torret ann douar, gan̄d horellou é vézô horellet ann douar.

20. Gan̄d héjou é vézô héjet ann douar ével eunn dén mézô ; eûz hé léac’h é vézô tennet ével eunn telt a oa bét savet évid ann nôz ; hé fallagriez a vec’hiô war-n-ézhan̄ ; kouéza a rai, ha na zavô mui.

21. Chétu pétra a c’hoarvézô : Enn deiz-zé éc’h enwélô ann Aotrou ann arméou diwar-laez a zô enn én̄vou, ha rouanez ar béd a zô war ann douar.

22. Hag hî a vézô strollet enn eur strollad ével eunn horden er poull ; hag é vézin̄t dalc’het énô er vâc’h : ha goudé kalz a zeisiou é vézin̄t enwélet.

23. Neûzé al loar a rusiô, hag ann héol a dévalai, pa rénô Aotrou ann arméou war vénez Sion, hag é Jéruzalem, ha p’en dévézô diskouézet hé c’hloar dirâg hé hénaoured.


————


XXV. PENNAD.


Ar Profed a veûl Doué eûz hé varnédigézou.


1. Aotrou, va Doué oud ; da énori a rinn, hag é veûlinn da hanô ; ô véza ma éc’h euz gréat burzudou, ha ma eo gwir da vénosiou peûr-baduz. Amen.

2. Râg enn eur bern-mein éc’h eûz lékéat ar géar ; disman̄tret eo ar géar gré ; ann diavésidi a zô deûet da choum enn-hi, évit ma éhanô da véza kéar, ha na vézô bikenn assavet.

3. Râk-sé eur bobl kré a veûlô ac’hanod, kéar ar brôadou heûzuz a zoujô ac’hanod,

4. O véza ma oud deûet da ners ar paour, ners ann dén an̄kéniet enn hé c’hlac’har ; hé zigémer enn arné, hé zishéol er c’hrouéz : râg gwen̄t ar ré c’halloudek a zô ével eunn arné en em daol oud eur voger.

5. Ével ar c’hrouéz enn eul léac’h séac’h, é vuéli safar ann diavésidi : lakaad a ri da zizec’ha nested ar ré gré, ével gan̄d ar c’hrouéz dindan eunn amzer gôlôet a c’hoabr.

6. Hag Aotrou ann arméou a aozô d’ann holl boblou war ar ménez-zé, eur banvez lard, eur banvez gwîn, a gîk leûn a zûn hag a vel, a wîn c’houék ha dilec’hid.

7. Hag hén̄ a dorrô war ar ménez-zé ar chaden a éréé ann holl boblou, hag al lien a oa bét steûet enn-drô d’ann holl vrôadou.

8. Loun̄ka a rai ar marô da-vikenn : hag ann Aotrou roué a zec’hô ann daérou enn daoulagad holl, hag hén̄ a lamô diwar c’horré ann douar dismégan̄s hé bobl ; râg ann Aotrou eo en deûz hé lavaret.

9. Hag hé bobl a lavaro enn deiz-zé : Chétu hen-nez eo hon Doué ; hé c’hortozet hon eûz, hag é tieûbô ac’hanomp. Hén̄ eo ann Aotrou ; hé c’hortozet hon eûz ; tridet hon eûz, hag omb en em laouénéet enn hé zilvidigez.

10. Râk dourn ann Aotrou a arzaoô war ar ménez-zé ; ha Moab a vézô brévet dindan-han̄, ével ma eo brévet ar c’hôlô dindân ar c’harr.

11. Hag hén̄ a astennô hé zaouarn dindan-han̄ ével ma astenn ann neûn̄ier hé zaouarn évit neûn̄i ; hag ann Aotrou a vuélô hé valc’hder, oc’h hé vrévi étré hé zaouarn.

12. Hag hén̄ a zispennô da vuriou uc’hel, hag hô diskarô, hag hô zaolô d’ann douar ével poultr.


————


XXVI. PENNAD.


Kanaouen diwar-benn dieûb pobl Juda.


1. Enn deiz-zé é vézô kanet ar ganaouen-man̄ é douar Juda : Sion eo hor géar gré ; ar salver a vézô ar vûr hag ar gen̄t-vûr anézhi.

2. Digorit ann ôriou, maz ai ébarz eur vrôad reiz, hag a vîr ar wirionez.

3. Ar fazi kôz a zô éat ébiou ; ar péoc’h a viri, ar péoc’h, ô véza ma hon eûz lékéat hor géd enn-od.

4. Lékéat hoc’h eûz hô kéd enn Aotrou da-vikenn, enn Aotrou Doué kré bépréd.

5. Râg hen̄ a drec’hô ar ré a choum el léach uc’hel ; ar géar valc’h a vuélai ; hé vuélaad a rai bétég ann douar, hé lakaad a rai da stléja bétég er poultr.

6. Ann troad a vac’hô anézhi, treid ar paour, kamméjou ann davan̄teien.

7. Raven̄t ann dén reiz a zô éeun, hen̄d ann dén reiz hé lakai da valéa râg-éeun.

8. Da c’hortozet hon eûz, Aotrou, é raven̄t da varnédigézou ; da hanô ha da én̄vor eo c’hoan̄t ann éné.

9. Va éné en deuz da c’hoan̄téet a-zoug ann nôz ; diouc’h ar min̄tin é klaskinn ac’hanod a greiz va spéred ha va c’haloun. P’az pézô gréat da varnédigézou war ann douar, ar ré a choum er béd a zeskô ar reizded.

10. Hor bézet truez oud ann dén fallagr, ha na zeskô két ar reizded ; traou fallagr en deûz gréat é douar ar zén̄t, ha na wélô két gloar ann Aotrou.

11. Aotrou, sâv da zourn, ha mîr out-hô na wélin̄t ; ra wélô ar boblou hérézuz, ha r’hô dévézô méz ; ra vézô lounket da énébourien gan̄d ann tân.

12. Aotrou, té a rôi d’é-omp ar péoc’h ; rak té eo éc’h eûz gréat hon holl ôberiou enn-omp.

13. Aotrou hon Doué, mistri hô deûz hor perc’hennet hép-z-oud ; gra n’hor bézo mui a goun néméd eûz da hanô.

14. Grâ na asbévô két ar ré varô, ha na assavô két al lan̄gouineien ; râk évit-sé eo éc’h eûz hô emwélet, éc’h eûz hô brévet, éc’h eûz kollet ann én̄vor anézhô.

15. Gwarézet éc’h eûz ar vrôad-zé, Aotrou, gwarézet éc’h eûz ar vrôad-zé ; ha n’oud két bét énoret ? Hé astennet éc’h eûz bété penn ar béd.

16. Aotrou, enn hô an̄ken é en̄klaskin̄t ac’hanod, gan̄d da gélen hô likii da zistrei ouz-id.

17. Ével eur c’hrég péhini é deûz en̄géhen̄tet, ha pa eo daré da c’houilioudi, a c’harm-kaer gan̄d hé gwen̄tlou ; ével-sé omp deuet dira-z-oud, Aotrou.

18. En̄géhen̄tet hon eûz, hag ével é poan-vugalé omb bét, hag hon eûz ganet avel. N’hon eûz két gréat a zilvidigez war ann douar ; ha dré-zé né két bét diskaret ar ré a choum war ann douar.

19. Da ré varô a asbévô, va ré lazet a assavô ; dihunit ha meûlit, c’houi péré a choum er poultr ; râg eur gliz goulaouek eo da c’hliz, hag é tispenni douar al lan̄gouineien.

20. Kéa, va fobl, kéa enn da gampr, ha serr ann ôriou war-n-od ; en em guz évid eunn nébeûd amzer, kén na vézô éat va frouden ébiou.

21. Râg ann Aotrou a ia da von̄d er-méaz euz hé léac’h, évid emwélout fallagriez ar ré a choum war ann douar enn hé énep ; hag ann douar a zikouézô ar goad a zô bét skuḻet war-n-ézhan̄, ha na c’hôloi mui ar ré lazet a zô bét kuzet enn-han̄.


————


XXVII. PENNAD.


Kastiz ar prin̄s a waské bugalé Israel.


1. Enn deiz-zé ann Aotrou a emwélô gan̄d hé glézé kalet, brâz ha kré, Léviatan ann aer spék, Léviatan ann aer widiluz ; hag hén̄ a lazô ar môr-varc’h a zô er mor.

2. Enn deiz-zé ar winien c’houék a ganô hé veûleûdi.

3. Mé eo ann Aotrou a vîr anézhi ; hé doura a rinn bépréd ; gan̄d aoun na vé gwallet, é virann anézhi nôz-deiz.

4. N’en em rôann két d’ar vuanégez ; hôgen mar teû eur ré da stourmi ouz-in ével eur spernen hag eunn dréan, é kerzinn war-n-ézhan̄, hag é likiinn ann tân enn-han̄.

5. Hag hén̄ a éréô va ners ? Ra c’houlennô ar péoc’h digan-én̄, ra rai ar péoc’h gan-én̄.

6. Grisiou Jakob a zavô ; Israel a vleûn̄vô hag a gellidô, hag hi a leûniô gorré ar béd a frouez.

7. Ha skôet en deûz-hén̄ gan̄t-han̄ ével ma en deûz skôet gan̄d ar ré hô deûz hé heskinet ? Pé ha lazet en deûz-hén̄ ével ma en deûz lazet ar ré hô deûz hé lazet ?

8. Pa vézô distolet zô-kén, é varnô anézhan̄ gan̄d habaskded ha gan̄d azaouez ; ann doaré a glaskô da zioulaad hé vuanégez, pa vézô-hî ar grouézusa da wélout.

9. Dré-zé éta é vézô distolet hé fallagriez da di Jakob ; hag ann holl frouez a vézô ann distol eûz hé béc’hed ; pa en dévézô torret holl vein hé aoter ével mein râz, ha pa en dévézô diskaret aon holl goajou hag ann holl demplou.

10. Râg ar géar gré a vézô disman̄tret, ar géar gaer a vézô kuitéet ; dilézet é vézô ével eunn distrô ; énô é peûrô al leûéou ; énô é c’hourvézin̄t, hag é tebrin̄t géot.

11. Hô éd a zizéc’hô hag a vézô mac’het dindân ann treid ; merc’hed a zeui, hag a zeskô anézhé ; rag ar bobl-zé né két fûr ; ha dré-zé ann hini en deûz hé c’hréat, n’en dévézô két a druez out-han̄, hag ann hini en deûz hé zoaréet, na drugarézô két anézhan̄.

12. Ha chétu pétra a c’hoarvézô : Enn deiz-zé ann Aotrou a skôi adaleg aoz ar ster bété froud ann Éjipt, ha c’houi, bugalé Israel, a vézô strollet a-unanou.

13. Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô : Ar c’horn-boud a zonô-kaer, ar ré a oa bét tec’het a zistrôi eûz a zouar ann Assiried, hag ar ré a oa bét harluet a zistrôi eûz ann Éjipt, hag hî a azeûlô ann Aotrou war ar ménez san̄tel é Jéruzalem.


————


XXVIII. PENNAD.


Disman̄tr rouan̄télez Éfraim.


l. Gwâ ar gurunen a rogen̄tez, mezvierien Éfraim, ar vleûen vresk, hé c’hloar hag hé zudi, ar ré a choum é lein ann draon̄ien drûz, ar ré a horell gan̄d ar gwîn.

2. Chétu ann Aotrou kré ha galloudek a vézô ével eur c’hazarc’h herruz ; ével eur gourven̄ten a dorr pép-trâ, ével eunn dic’hlann dour, en em skiñ war eur vrô éc’hon, hag a c’hôlô pép-tra.

3. Kurunen a rogen̄tez mezvierien Éfraim a vézô mac’het dindân ann treid.

4. Hag ar vleûen vresk-zé, gloar ha dudi ann hini a choum é lein ann draon̄ien drûz, a vézô hén̄vel oud eur frouez a zô éok ken̄t égét ré ann diskar-amzer ; ann hini her gwél, her chémer enn hé zourn, hag hen debr kerken̄t.

5. Enn deiz-zé Aotrou ann arméou a vézô eur gurunen a c’hloar, hag eur vôden a zudi évid ann dilerc’h eûz hé bobl :

6. Hag eur spéred a reizded évid ann hini a vézô azézet évit barna, ha ners ar ré a zistrôi eûz ar brézel d’ar porz.

7. Ar ré-man̄ ivé gan̄d ar gwîn n’hô deûz két anavézet ar wirionez ; ker mezô in̄t ma horellon̄t. Ar bélek hag ar profed a zô diwiziek gan̄d ar vézven̄ti, bévézet in̄t gan̄d ar gwîn, ker mezô in̄t ma horellon̄t, na anavézon̄t két ar wélédigez, na ouzon̄t mui pétrâ eo ar varn.

8. Ann holl daoliou a zô leun a zisloun̄k hag a louzdoni, ha n’eûz léac’h é-béd dizaotr.

9. Da biou é rôi ann Aotrou ar wiziégez eûz hé lézen ? Da biou é rôi ar poell eûz hé c’hér ? D’ar vugalé névez-dizounet, d’ar ré névez-tennet diouc’h ar vroun.

10. Râk desk, desk c’hoaz ; desk, desk c’hoaz : gortoz, gortoz c’hoaz ; gortoz, gortoz c’hoaz, eunn nébeûd aman̄ ; eunn nébeûd aman̄.

11. Râg enn eunn doaré all, enn eur iéz all é komzô oud ar bobl-zé ;

12. Hén̄ péhini en dôa lavaret dézhan̄ : Aman̄ éma va éhan, diskuizit ac’hanoun, aman̄ éma va fréskadurez ; ha né két fellet d’ézhô hé zélaoui.

13. Hôgen ann Aotrou a lavarô d’ézhô : Desk, desk c’hoaz ; desk, desk c’hoaz ; gortoz, gortoz c’hoaz : gortoz, gortoz c’hoaz ; eunn nébeûd aman̄ ; eunn nébeud aman̄ : évit m’az ain̄t, ha ma kouézin̄t a-c’houen, ha ma vézin̄t brévet, ma kouézin̄t er spî, ha ma vézin̄t paket.

14. Râk-sé sélaouit gér ann Aotrou, goapaérien, c’houi péré a zeû da aotrounia war va fobl a zô é Jéruzalem.

15. Râk lavaret hoc’h eûz : Kévrédigez hon eûz gréat gan̄d ar marô, tréménet hon eûz marc’had gan̄d ann ifern. Pa zeûi ar skourjez ével eur froud, na gouézô két war-n-omp, ô véza ma hon eûz lékéat hor géd war ar gaou, ha ma hon eûz ar gaou da warézer.

16. Râk-sé ann Aotrou Doué a lavar ével-henn : Chétu é likiinn da ziazez da Zion eur méan, eur méan arnodet, kornek, talvouduz-brâz, a vézô eunn diazez stard ; néb a gréd na hastet két.

17. Lakaad a rinn eur poéz d’ar varnédigez, hag eur ven̄t d’ar reizded ; hag ar c’hazarc’h a zispennô géd ar gaou, hag ann douréier a gasô gan̄t-hô ar warez anézhan̄.

18. Hô kévrédigez gan̄d ar marô a vézô torret, hag hô marc’had gan̄d ann ifern na vézô két startéet ; pa zeûi ar skourjez ével eur froud, é viot mac’het gan̄t-hi.

19. Kerken̄t ha ma teûi, hô kasô gan̄t-hi : râg hî a dréménô diouc’h ar min̄tin, hag a gerzô nôz-deiz ; hag ar c’hlac’har hép-kén a rôi ar poell eûz ar péz a glévit.

20. Kenn en̄k eo ar gwélé, mar kouéz unan d’ann traon̄ ; ker striz eo ar ballen, na hell két gôlei daou zén.

21. Râg ann Aotrou a zavô, ével ma réaz war vénez ar rannou : buanékaad a rai, ével ma réaz é traon̄ien Gabaon, évit ma rai hé ôber, hé ôber a ziavéaz ; évit ma rai hé ôber, hé ôber ker pell diout-han̄.

22. Ha bréma na rît két a c’hoab, gan̄d aoun n’en em startché hô chadennou ; râg ann Aotrou, Doué ann arméou, en deûz rôet da glévout d’in pénaoz é rai eunn dispenn hag eur rann brâz war ann douar.

23. Rôit skouarn, ha sélaouit va mouéz ; likiid évez ha sélaouit va lavar.

24. Ha na arô két ann arer héd ann deiz évid hada, ha na zigorô két, ha na c’houennô két hé zouar ?

25. Pa en dévézô hé gompézet, ha na hadô két enn-han̄ git ha koumin ; ha na lakai két enn-han̄ gwiniz, hag heiz, ha mell, ha charon̄s, pép-hini enn hé léac’h hag enn hé reiz ?

26. Râg hé Zoué en deûz rôet d’ézhan̄ ar poell, hag en deûz hé zesket.

27. Râk na vac’heur két ar gît gan̄d ar bégou houarn ; na dréméneur két rôdou ar c’harr war ar c’houmin : hôgen ar gît a zourneur gan̄d eur wialen, hag ar c’houmin gan̄d eur vâz.

28. Ann éd bara a vréveur : hôgen ann hini a vac’h anézhan̄ n’her mac’h két bépréd ; n’hen trémen két bépréd dindân rôdou ar c’harr, ha na vrév két bépréd ar c’hôlô gan̄d ar bégou houarn.

29. Ha kémen̄t-sé a zeu diouc’h ann Aotrou, Doué ann arméou, évid diskouéza hé guzul brâz, ha rei da anaout hé reizded estlammuz.


————


XXIX. PENNAD.


Disman̄tr Jéruzalem hag ar Judéa.


1. Gwâ Ariel, Ariel, ar géar out péhini é stourmaz David. Likiid eur bloaz war eur bloaz, hag hé lidou a wézô tréménet.

2. Mé a c’hrounnô Ariel, hag hî a vézô trist ha glac’haret ; hag hî a vézô évid-oun ével ann aoter Ariel.

3. Eur c’helc’h a rinn enn-drô d’id ; kréou a zavinn a-énep d’id ; saviou-douar a rinn évit stourmi ouz-id.

4. Vuéléet é vézi ; ével eûz a zindân ann douar é komzi, ha da lavar a zeûi ével eûz ar poultr ; da vouéz ô ton̄d eûz ann douar a vézô hén̄vel oud hini eur strôbineller, ha da lavar ô ton̄d eûz ar poultr na vézô néméd eur soroc’h.

5. Hag ann niver eûz ar ré a skiñô ac’hanod, a vézô ével poultr munud ; hag al lôd brâz eûz ar ré a aotrouniô ac’hanod, a vézô ével ar plouz a ia ébiou ; ha kémen̄t-sé a c’hoarvézô war-eunn-taol.

6. Gan̄d Aotrou ann arméou é vézô emwélet é-kreiz ar c’hurunou, ar grénou-douar, trouz brâz ar c’hourven̄tennou hag ann arnéou, ha flammou eunn tan gwastuz.

7. Al lôd brâz a boblou péré a vézô savet oud Ariel, péré hô dévézô brézélékéet out-hi, hô dévézô hé grounnet, hag hô dévézô hé zrec’het, a vézô ével eunn huvré hag eur wélédigez-nôz.

8. Hag ével eunn dén naounék oc’h huvréa pénaoz é tebr ; hôgen pa eo dihunet, eo goullô hé éné ; hag ével eunn dén sec’hedik oc’h huvréa pénaoz éc’h év ; hôgen pa eo dihunet, eo c’hoaz skuîz ha sec’hedik, ha goullô hé éné ; ével-sé é vézô al lôd brâz a boblou péré hô dévézô brézélékéet out ménez Sion.

9. Bézit saouzanet ha souézet, luskellit hag horellit ; bézit mezô, ha nann gan̄d ar gwîn ; horellit, ha nann gan̄d ar vézven̄ti.

10. Râg ann Aotrou a skuḻô war-n-hoc’h eur spéred a vôréd ; serra a rai hô taoulagad : gôlei a rai hô proféded hag hô prin̄sed, péré a wél gwélédigésiou.

11. Hag ann holl wélédigésiou a vézô d’é-hoc’h ével geriou eul levr siellet, a vézô rôet da eunn dén a oar lenna, ô lavarout : Lenn-hén̄ ; hag hén̄ a lavarô : N’hellann két, râk siellet eo.

12. Hag é vézô rôet al levr da eunn dén ha na oar két lenna ; hag é vézô lavaret dézhan̄ : Lenn ; hag hén̄ a lavarô : Na ouzonn két lenna.

13. Râk-sé ann Aotrou en deûz lavaret : O véza ma tôsta ar bobl-zé ouz-in a c’henou, ma énor ac’hanoun gan̄d hé vuzellou, hôgen ma éma hé galoun pell diouz-in, ha ma toujon̄t ac’hanoun gan̄t lézennou ha gourc’hémennou ann dûd :

14. Râk-sé é rinn c’hoaz é-kén̄ver ar bobl-zé eunn dra souézuz, eur burzud brâz hag estlammuz ; furnez ar ré fûr a vézô kollet, ha poell ar ré boellek a vézô kuzet.

15. Gwâ c’houi péré en em denn é dounder hô kalounou, évit kuza da Zoué ho ménésiou ; c’houi péré a râ hoc’h ôberiou enn amc’houlou, hag a lavar : Piou hor gwél, ha piou hon anavez ?

16. Fallagr eo ar ménoz-zé d’é-hoc’h. Ével ma teûjé ar prî da zével oud ar pôder, ha ma lavarché al labour d’ann hini en deûz hé labouret : N’éc’h euz két va gréat ; ha ma lavarché al léstr d’ann hini en deûz hé zoaréet : N’éc’h eûz kéd a boell.

17. Ha na vézô két trôet abarz némeûr al Liban enn eur gompézen, hag ar gompezen enn eur c’hoat ?

18. Enn deiz-zé ar ré vouzar a glevô geriou al levr-man̄, ha daoulagad ar ré zall a wélô é-kreiz ann amc’houlou hag ann dévalien.

19. Ar ré gûn̄ en em laouénai mui-oc’h-vui enn Aotrou, hag ar ré baour a dridô é san̄t Israel :

20. O véza ma eo bét dispennet ann hini a waské war-n-ézhô, ma eo bét kaset-da-nétra ar goapaer, ha ma eo bét skéjet ar ré holl peré a véḻé évid ôber fallagreiz :

21. Ar ré a lékéa ann dûd da béc’hi gan̄d hô geriou, a aozé spiou d’ar ré a damallé anézhô é-tâl ar porz, hag a belléé enn aner diouc’h ar ré reiz.

22. Râk-sé ann Aotrou, péhini en deuz dasprénet Abraham, a lavar da dî Jakob : Na vézô mui mézékéet Jakob, hag hé zremm na rusiô mui :

23. Hôgen pa wélô hé vugalé, labour va daouarn, ô veûli va hanô enn hé greiz, é veûlô ivé san̄t Jakob, hag éc’h énorô Doué Israel :

24. Hag ar ré a oa faziet hô spéred a vézô skleréet, hag ar grôzerien a zeskô al lézen.


————


XXX. PENNAD.


Dispennadur énébourien Juda.


1. Gwâ c’houi, bugalé argiluz, émé ann Aotrou, péré a râ ratosiou hép-z-oun ; péré a aoz steûennou, ha né két dré va spéred ; péré a laka péc’hed war béc’hed :

2. Péré a ia da ziskenni enn Éjipt hép goulenni kuzul digan-én̄ ; ô lakaad hô kéd é skoazel Faraon, hag hô fisian̄s é skeûd ann Éjipt.

3. Ha skoazel Faraon a vézô da véz d’é-hoc’h, hag hô fisian̄s é skeûd ann Éjipt da zismégan̄s d’é-hoc’h.

4. Rak da brin̄sed a zô bét éat da Danis, ha da gannaded bétég Hanez.

5. Hôgen saouzanet-brâz in̄t bét pa hô deûz gwélet ar bobl-zé, péhini na hellé két hô skoazella ; péhini na hellé rei d’ézhô na ners na ken-ners, ha na oa d’ézhô néméd da véz ha da zismégan̄s.

6. Sammet eo hô loéned évid mon̄d étrézég ar c’hresteiz. Enn eunn douar a c’hlac’har hag a an̄ken éz éon̄t, a béhini é teû al léon hag al léonez, ann aer-viber hag ar bazilik-nîch ; hî a zoug hô madou war gein kézek, hag hô zen̄zoriou war gein kan̄valed, évid eur bobl ha na hellô két hô skoazella.

7. Râk skoazel ann Éjipt a vézô gwân ha didalvez ; dré-zé em eûz garmet diwar-benn kémen̄t-sé : Balc’hder hép-kén a gavi énô ; éhan.

8. Bréma éta skrîv war ar beûz, ha laka-hén̄ buan enn eul levr, évit ma vézô enn deiz divéza da desténi peûr-baduz.

9. Râg eur bobl eo hag a hég ac’hanoun ; bugalé gaouiad in̄t, bugalé ha na fell két d’ézhô sélaoui lézen Doué ;

10. Péré a lavar d’ar ré a wél : Na wélit két ; ha d’ar ré a zell : Na zellit két évid-omp oud ar péz a zô reiz ; livirit traou hétuz d’é-omp, gwélit faziou évid-omp.

11. Pellait diouz-omp ann hen̄t ; distrôit diouz-omp ar raven̄t ; ra éhano san̄t Israel d’en em ziskouéza d’éomp.

12. Râk-sé chétu pétrâ a lavar san̄t Israel : O véza ma hoc’h eûz distolet ar gér-zé ; ma hoc’h eûz lékéat hô kéd war ann drouk-komz ha war ar safar, ha ma oc’h en em harpet war-n-ézhô :

13. Râk-sé ar fallagriez-zé a gouézô war-n-hoc’h ével eur vôger uc’hel, pébini ô véza skarret, hag ô tiougani diskar, a gouéz enn-eunn-taol, pa na grédet két é oa daré da gouéza.

14. Ha brévet eo, ével eul léstr prî a dorreur gan̄d strif, hép ma choum anézhan̄ eunn darbôd hép-kén hag a vé mâd da gémérout tân eûz ann oaled, pé da bun̄sa eur banné dour eûz a eur poull.

15. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué, san̄t Israel : Mar tistroit ha mar choumit é péoc’h, é viot salvet : enn tâv hag er géd é vézô hô ners. Ha né két fellet d’é-hoc’h sélaoui anézhan̄.

16. Hag hoc’h eûz lavaret : É nép doaré ; ha nî a dec’hô war varc’h ; râk-sé hoc’h eûz tec’het. War gézeg eskuit é piñimp : râk-sé ar ré a iélô war hô lerc’h, a iélô c’hoaz buanoc’h.

17. Eunn dén hép-kén a spoun̄tô mîl ac’hanoc’h ; ha pemp anézhô hô lakai da déc’hout ; kén na viot dilézet ével gwern eul léstr war eur ménez, hag ével eur bannier war eur grec’hien.

18. Râk-sé ann Aotrou a c’hortoz ac’hanoc’h évid hô trugarézi ; hag hén̄ en em uc’hélai ô trugarézi ac’hanoc’h ; râg eunn Doué a reizded eo ann Aotrou. Euruz ar ré holl péré a laka hô géd enn-han̄.

19. Râk pobl Sion a choumô é Jéruzalem, éhana a rî da wéla ; da drugarézi a rai ; kerken̄t ha ma en dévézô klévet klemm da vouéz, é respoun̄tô, d’id.

20. Hag ann Aotrou a rôi d’é-hoc’h bara a an̄ken, ha dour a c’hlac’har ; lakaad a rai pénaoz da gélenner n’az ai két kuît a zira-z-od, ha ma wélô da zaoulagad da gen̄télier.

21. Ha da ziskouarn a glevô hé vouéz pa c’harmô adré d’id. Hé-man̄ eo ann hen̄t, kerz enn-han̄ ; ha na zistrô nag a zéou nag a gleiz.

22. Neûzé é selli ével traou dizan̄tel lamennou da idolou arc’han̄t ha gwiskou da skeudennou aour ; hag é tistoli anézhô ével lien saotret gan̄d ann amzeriou : Kéa er-méaz, a liviri d’ézhô.

23. Glaô a vézô roet d’as hâd, é pé léac’h-bennâg m’az pézô hadet ; da zouar a rôi kalz a éd gan̄t péhini é rî bara mâd ; enn amzer-zé ann ein a gavô kalz a beûri enn da barkéier.

24. Ha da éjenned ha da ézen iaouan̄k, péré hô deûz labouret da zouar, a zebrô édou a bép seurt, ével ma vézin̄t bét nizet war al leûr.

25. War bép ménez, war bép krec’hien uc’hel e vézô gwélet goueriou ô rédek, enn deiz é péhini é vézô bét lazet kalz a dûd, ha ma vézô kouézet ann touriou.

26. Goulou al loar a vézô ével goulou ann héol, ha goulou ann héol a vézô seiz gwéach brasoc’h, ével goulou seiz deiz kévret, enn deiz é péhini é liammô ann Aotrou gouli hé bobl, ha ma iac’hai hé c’hlâz.

27. Chétu hanô ann Aotrou a zeû a bell ; brâz é vézô hé frouden, ha diez da c’houzan̄vi : leûn eo hé vuzellou a vuanégez, hag hé déôd a zô ével eunn tân dévuz.

28. Hé c’houéz a zô ével eur froud dic’hlannet, hag a ia bétég ar gouzouk évit kâs ar brôadou da-nétra, hag évit terri gwesken ar fazi a zalc’hé karvanou ar boblou.

29. Kana a réot neûzé ével é nôzvez eur gwél lîd ; hô kaloun a vézô laouen, ével ann hini a gerz diouc’h son ar zutel, évit piña war vénez ann Aotrou, étrézé kré Israel.

30. Hag ann Aotrou a lakai da glevout gloar hé vouéz, hag a ziskouézô spoun̄t hé vréac’h gan̄t gourdrouzou hé frouden, gan̄t flamm eunn tân dévuz ; hag hén̄ a dorrô pép-trâ gan̄d ar gourven̄tennou, ha gan̄d ar c’hazarc’h kalet ével ar vein.

31. Assur, skôet gan̄d hé walen, a grénô diouc’h mouéz ann Aotrou.

32. Ar walen a dréménô, hag a zeûi da véza stard ; ann Aotrou hé lakai da arzaôi war-n-ézhan̄ diouc’h son ann daboulinou hag ann télennou ; hag enn eur stourm téar é trec’hô anézhô.

33. Pell zô eo bét aozet Tofet ; aozed eo gan̄d ar roué ; doun eo hag éc’hon ; kalz a dân hag a geûneûd a vâg ; c’houézaden ann Aotrou ével eur froud soufr hé laka da dana.


————


XXXI. PENNAD.


Dieûb Jéruzalem.


1. Gwâ ar ré a ziskenn enn Éjipt évit klaskout skoazel, a laka hô géd enn hô c’hézek, hag hô fisian̄s enn hô c’hirri, ô véza ma hô deûz kalz anézhô ; hag enn hô marc’heien, ô véza ma in̄t kré-brâz ; ha n’hô deûz két lékéat hô fisian̄s é san̄t Israel, ha n’hô deûz két en̄klasket ann Aotrou.

2. Hôgen hén̄ péhini a zô fûr, en deûz digaset ann drouk, hag en deûz sévénet hé c’hér. Sével a rai out ti ar gwall dûd, hag out skoazel ar ré a ra fallagriez.

3. Eunn dén eo ann Éjipt, ha né kéd eunn Doué : hé gézek a zô kîg, ha n’in̄t két spéred. Ann Aotrou a astennô hé zourn, hag ar skoazeller a vézô diskaret ; hag ann hini a c’houlenné skoazel a gouézô gan̄t-han̄ ; hag hi holl kévret a vézô kaset-da-nétra.

4. Râk chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou d’in : Ével pa iûd eul léon pé eul léonik oc’h en em deûrel war hé breiz, ha mar teû eul lôd brâz a vésérien d’hé ziarbenna, ha né két spoun̄tet oc’h hô c’hlevout, ha né két saouzanet oc’h hô gwélout ; ével-sé é tiskennô Aotrou ann arméou évit stourmi war vénez Sion, ha war hé c’hrec’hien.

5. Ével al labous a nîch, ével-sé Aotrou ann arméou a warezô Jéruzalem ; hé gwarézi a rai, hé dieûbi a rai ; ébiou ez ai, hag é vézô da Zalver d’ézhi.

6. Distrôit ouc’h Doué, bugalé Israel, a greiz hô kaloun, ével ma oac’h pelléet diout-han̄.

7. Râk-sé en deiz-zé, pép-hini ac’hanoc’h a zistolô hé idolou arc’han̄t, hag hé idolou aour, hoc’h eûz gréat gan̄d hô taouarn évit pec’hi.

8. Hag Assur a gouézô dindân ar c’hlézé, nann klézé eunn dén ; eur c’hlézé a loun̄kô anézhan̄, ha na vézô két klézé eunn dén ; tec’hout a rai, ha na vézô két dirâg ar c’hlézé ; hag hé dûd-iaouan̄k a baéô gwiriou.

9. Hé holl ners a iélô ébiou gan̄d hé spoun̄t ; hag hé brin̄sed a dec’hô gan̄d hô saouzan. Ével-sé é lavar ann Aotrou, péhini en deûz hé dân é Sion, hag hé fourn é Jéruzalem.


————


XXXII. PENNAD.


Gwastadur ar Judéa. Hé gwellaen.


1. Chétu é rénô ar roué gan̄t reizded, hag é aotrouniô ar brin̄sed gan̄t barnédigez.

2. Ann dén-zé a vézô ével eur gwasked oud ann avel, hag eur vôden oud ann arné ; ével goueriou dour enn eunn douar séac’h, ha skeûd eur roc’h uc’hel enn eunn douar skarnilet.

3. Daoulagad ar ré a wélô na vézin̄t két tévaléet, ha diskouarn ar ré a glevô a zélaouô.

4. Ha kaloun ar ré ziskian̄t a boellô ar wiziégez, ha téôd ar gaged a gomzô téar ha fréaz.

5. Ann dén diskian̄t na vézô mui galvet prin̄s ; hag ann toueller na vézô mui hanvet brâz.

6. Râg ann dén diskian̄t a lavarô traou diboell, hag hé galoun a rai fallagriez, évit peûr-ôber ann drouk a guzé, évit komza oud ann Aotrou gan̄t trubardérez, évit lakaad da fata éné ann dén naounek, ha lémel ann dour digan̄d ann dén en deûz sec’hed.

7. Armou ann toueller a zô drouk ; râg hén̄ a glask ijinou évit kolla ar ré vuel gan̄d eul lavar gaou, pa gomz ar paour hervez ar reizded.

8. Hôgen ar prin̄s a vennô ével eur prin̄s, hag hén̄ en em startai war ann duged.

9. Savit, gragez pinvidik, ha sélaouit va mouéz ; merc’hed dizaouzan, rôit skouarn d’am lavar.

10. Goudé deisiou hag eur bloaz, merc’hed dizaouzan, c’houi a vézô reûstlet ; peûr-c’hréat eo ar ven̄dem, na vézô mui a védérez.

11. Krénit, gragez pinvidik, bézit er reûstl, merc’hed dizaouzan ; en em ziwiskit, hô pézet méz, likit séier enn-drô d’hô targreiz.

12. En em c’hlac’harit war hoc’h askré, war hô touar strujuz, war hô kwiniennou frouézuz.

13. Ann drein hag ann dréz a c’hôlôi parkou va fobl ; ha pégement ouc’h-penn é c’hôlôin̄t-hi ann tiez a lévénez eûz ar géar dudiuz-zé ?

14. Hé ziez kaer a vézô dilézet ; hé zûd paot a iélô-kuit ; eunn dévalien vrâz a c’hôlôi hé c’héviou da-vikenn. Ann azéned c’houez a c’hoariô énô, ann trôpellou a beûrô énô ;

15. Kén na ziskennô ar spéred war-n-omp eûz ann én̄v ; ma teûi ann distrô da véza eunn douar strujuz, ha ma vézô trôet ann douar strujuz enn eur c’hoat.

16. Ar varn a choumô enn distrô, hag ar reizded a arzavô enn eunn douar strujuz.

17. Ar péoc’h a vézô labour ar reizded, hag ann tâv hen heûliô, hag ar c’hréd a badô da-vikenn.

18. Va fobl a arzaoô é kaerded ar péoc’h, dindân teltou dizaouzan, enn eunn arzaô a binvidigez.

19. Hôgen ar c’hazarc’h a gouézô war ar c’hoat, hag ar géar a vézô vuéléet-brâz.

20. Euruz oc’h, c’houi péré a hâd war ann holl zouréier, hag a gâs dî troad ann éjenn hag ann azen.


————


XXXIII. PENNAD.


Dispennadur énébourien Juda.


1. Gwâ té, péhini a breiz, ha na vézi-dé két preizet ivé ? Ha té, péhini a zispriz, ha na vézi-dé két disprizet ivé ? P’az pézô peûr-breizet, é vezi preizet : pa vézi skuîz ô tisprizout, é vézi disprizet.

2. Aotrou, az péz truez ouz-omp ; râk da c’hortozet hon eûz ; béz da vréac’h d’é-omp diouc’h ar min̄tin, ha da zilvidigez é amzer ar c’hlac’har.

3. Gan̄t mouéz ann éal eo bét tec’het ar boblou, ha gan̄t skéd da veûrded eo bét skiñet ar brôadou.

4. Dastumet é vézô hô tibourc’hou, ével ma tastumeur ar c’houiled, gan̄t péré é leunieur ar poullou.

5. Diskouézet en deûz ann Aotrou hé veûrded, ô véza ma choum el léac’h uc’hel ; leûniet en deûz Sion a varn hag a reizded.

6. Ar feiz a rénô enn da amzer ; ar furnez hag ar wiziégez a vézô madou ar zilvidigez ; doujan̄s ann Aotrou a vézô hé den̄zor.

7. Ar ré diwar ar méaz péré a wélô kémen̄t-sé a c’harmô, ar gannaded a béoc’h a wélô gan̄t c’houervder.

8. Dilézet eo ann hen̄chou, na dréméneur mui dré ar raven̄chou, torret eo gan̄t-han̄ ar gévrédigez, diskaret eo ar c’heriou, n’en deûz azaouez é-béd évid dén.

9. Er gwélvan hag er fillidigez éma ann douar ; reustlet ha direizet eo al Liban : eunn distrô eo deûet Saron da véza ; Basan hag ar C’harmel a zô bét gwastet.

10. Bréma é savinn, émé ann Aotrou ; bréma é tiskouézinn va meûrded, bréma é rôinn da anaout va galloud.

11. Grouéz a en̄géhen̄tot, hag é c’hanot kôlô ; hoc’h alan a vézô ével eunn tân hag a zévô ac’hanoc’h.

12. Ar boblou a vézô hén̄vel oud al ludu a choum war lerc’h ann tân, hag oud eur bôd spern a lékéeur enn tân.

13. Klévit pétrâ em eûz gréat, c’houi péré a zô pell, hag anavézit va ners, c’houi péré a zô tôst.

14. Ar béc’herien a zô bét spoun̄tet é Sion, ann heuz a zô bét kroget er bilpouzéd ; piou ac’hanoc’h a hellô choum enn tân loskuz ? Piou ac’hanoc’h a badô er flammou peûr-baduz ?

15. Néb a valé er reizded, hag a gomz er wirionez ; néb a zistol ar madou deûet é gaou, a vîr hé zaouarn diouc’h pép rô, a stan̄k hé ziskouarn out pép lavar a c’hoad hag a zerr hé zaoulagad gan̄d aoun na welché ann drouk.

16. Hen-nez a choumô é léc’hiou uc’hel ; é rec’hier kré hag uc’hel en em dennô ; bara a vézô rôet d’ézhan̄, na ziouerô két a zour.

17. Hé zaoulagad a wélô ar roué enn hé gaerded ; hî a zellô oud ann douar a bell.

18. Da galoun a én̄vorô hé spoun̄t. Péléac’h éma ann dûd gwiziek ? Péléac’h éma ann hini a boézé geriou al lézen ? Péléac’h éma mestr ar vugalé ?

19. Na wéli két eur bobl her, eur bobl dichek enn hé gomsiou ; enn hévélep doaré na helli két poella lavar hé iéz, péhini n’eûz furnez é-béd.

20. Sell out Sion, kéar hol lidou ; da zaoulagad a wélo Jéruzalem, kéar pin̄vidik, telt ha na hellô két béza dizouget enn eul léac’h all ; ann tachou a starta anézhi na vézin̄t tennet bikenn, hag ar c’herdin a zalc’h anézhi na vézin̄t két torret.

21. Râg énô hép-kén é tiskouezô ann Aotrou hé veûrded ; ann douréier a rédô énô enn eur c’han lédan hag éc’hon ; al listri roén̄vek na dréménin̄t két dré énô, hag ar galé brâz na vézô két gwélet énô.

22. Râg ann Aotrou a zô hor barner, ann Aotrôu a zô hol lézenner, ann Aotrou a zô hor roué ; hén̄ eo a zavétai ac’hanomp.

23. Da gerdin en em laoskô, ha na hellin̄t két reûdi ; da wern a vézô enn eunn hevélep doaré, na helli mui steña da wéliou. Neûzé é vézô rannet ann dibourc’hou brâz a vézô bét gréat ; ar ré gamm hô dévézô hô lôd eûz ann dibourc’hou.

21. Ann hini a vézô tôst na lavarô két : Klan̄v ounn ; ar bobl a choumô enn-hi en dévézô ann diskarg eûz hé fallagriez.


————


XXXIV. PENNAD.


Disman̄tr ann Iduméa.


1. Tôstait, brôadou, ha sélaouit ; ha c’houi poblou, likid-évez ; ra zélaouô ann douar ha kémen̄d a zô enn-han̄, ar béd ha kémen̄d a zoug.

2. Râk buanégez ann Aotrou a gouézô war ann holl vrôadou, hag hé frouden war hô holl arméou, hô dispenna a rai, lakaad a rai hô laza.

3. Hô ré-lazet a vézô taolet-kuît, hag é savô fléar euz hô c’horfou marô : ar ménésiou a zeûi da danavaat gan̄d hô goad.

4. Hag holl stéred ann én̄vou a wén̄vô, hag ann én̄vou en em rodellô ével eul levr ; hag hî holl a gouézo, ével ma kouéz déliou ar winien hag ar fiézen.

5. Râk va c’hlezé a zô en em vezviet enn en̄v ; chétu é tiskennô war ann Iduméa, ha war eur bobl a lazinn, évid diskouéza va barnédigez.

6. Klézé ann Aotrou a zô leûn a c’hoad : lardet eo gan̄t goad ann ein hag ar bouc’hed, gan̄t goad ann tourzed ar ré larta ; râg ann Aotrou en deûz aozet eur sakrifiz é Bosra, hag eul lazérez brâz é douar Édom.

7. Ann unikorned a ziskenno gan̄t-hô, hag ann tirvi gan̄d ar ré c’halloudéka anézhô ; ann douar en em vezviô gan̄d hô goad, hag ar parkou en em lardô gan̄d hô lard.

8. Rak deûet eo deiz ven̄jan̄s ann Aotrou, hag ar bloaz a varnédigez évit Sion.

9. Hé froudou a drôi é pég, hag hé boultr é soufr ; hag hé douar é pég leskédik.

10. Na varvô két hé dân na nôz na deiz, hé môged a biñô da-vikenn ; a-rumm-é-rumm é vézô glac’haret, na dréménô dén dré-z-hi a-héd ar c’han̄tvédou.

11. Ar bon̄gors hag ann heûreûchin a zalc’hô anézhi ; ann ibis hag ar vrân a choumô enn-hi. Ann Aotrou a astennô hé linen war-n-ézhi évid hé c’has-da-nétra hag ar c’hompézer évid hé dispenna.

12. Hé zud-nobl na choumin̄t mui énô ; hôgen hî a c’halvô eur roué, hag hé holl brin̄sed a iélô-da-nétra.

13. Ar spern hag al linad a zavô enn hé ziéz, hag ann askol enn hé c’hréou ; da wélé é vézô d’ann aéred, ha da beûrvann d’ann otruzed.

14. Ann diaouled hag ann azéned-tirvi en em gavô énô, al loéned-vlévek a c’harmô ann eil oud égilé ; énô é c’hourvézô ar môr-c’hrég, hag é kavô hé éc’hoaz.

15. Enô e rai ann heûreûc’hin hé doull, hag é vagô hé heûreûc’hined biban ; kleûza a rai war hô zrô, hag é tommô anézhô dindan-han̄ ; énô en em strollô ar skouled, hag en em barin̄t.

16. Klaskit gan̄d évez é levr ann Aotrou, ha lennit ; na fallô hini eûz ar ré-man̄, na choumô két unan héb en em gavout ; râg ar péz a zô deûet er-méaz euz va génou a zô bét gourc’hémennet gan̄t-han̄, hag hé spéred eo en deûz hô strollet.

17. Hén̄ eo a rai hô lôd dézhô, hag hé zourn a rannô ar vrô étré-z-hô gan̄t men̄t ; da-vikenn é piaouin̄t anézhi, a-rumm-é-rumm é choumin̄t enn-hi.


————

XXXV. PENNAD.


Gwellaen ar Judéa.


1. Ann douar didûd ha dihen̄t en em laouénai, hag ann distrô a dridô, hag a vleuvô ével al lili :

2. Hégina ha kellida a rai ; gan̄t lévénez ha meûleûdigez é tridô : gloar al Liban a vézô roet d’ézhan̄, kaerded ar C’harmel ha Saron ; hi hô-unan a wélô gloar ann Aotrou, ha skéd hon Doué-ni.

3. Krévait ann daouarn laosk, ha nerzit ann daoulin diners.

4. Livirit d’ar ré digaloun : Krévait, ha n’hô pézet két a aoun ; chétu hô Toué a rôi da bép-hini hervez hé zellid ; ann Aotrou hé-unan a zeûi hag a zieûbô ac’hanoc’h.

5. Neûzé é vézô digoret daoulagad ar ré zall, ha diskouarn ar ré vouzar a glevô.

6. Neûzé ann dén kamm a lammô ével eur c’harv, ha téôd ar ré vûd a vézô diéréet ; râg ann douréier a zavô enn distrô, hag ar frouden enn dizarempred.

7. Ann douar krâz a drôi enn eul lenn, hag ann douar séac’h é feun̄teûniou dour. Er c’héviou é péré ken̄t é choumé ann aéred, é savô ar c’hors hag ar broen glâz.

8. Énô é vézô eur raven̄t hag eunn hen̄t, hag a vézô hanvet ann hen̄t san̄tel ; ann dén saotr na dréménô két dré-z-han̄, hag eunn hen̄t éeun é vézô d’é-hoc’h, enn hévélep doaré na faziô két enn-han̄ ar ré ziskian̄t.

9. Na vézô két a léon énô, na biñô két enn-han̄ a loen ferô, ha na choumô két énô ; ar ré a vézô bét dieûbet a gerzô dré-z-han̄.

10. Ar ré a vézô bét dasprénet gan̄d ann Aotrou a zistrôi, hag a zeui da Zion ô kana hé veûleûdiou ; hag eul lévénez peûr-baduz a vézô war hô fennou ; ann dudi hag al lévénez a choumo gan̄t-hô, ar c’hlac’har hag ar c’hlemvan a dec’hô diout-hô.


————


XXXVI. PENNAD.


Sennachérib a gerz a-éneb ar Judéa.


1. Er pévarzékved bloaz euz a rén Ézéc’hias, é piñaz Sennachérib, roué ann Assiried, a-éneb ann holl geriou kré eûz a Juda, hag hén̄ hô c’héméraz.

2. Ha roué ann Assiried a gasaz Rabsasez eûz a Lac’his da Jéruzalem gan̄d eunn armé vrâz a-éneb ar roué Ézéc’hias ; hag hén̄ a arzaôaz é-tal sân al lenn uc’hela é hen̄t park ar c’hommer.

3. Neûzé Éliasim, mâb Helsias, péhini a oa mestr ann tî, ha Sobna ar skrivañer, ha Joahé, mâb Asaf ann dieller, a zeûaz d’hé gavout.

4. Ha Rabsasez a lavaraz d’ézhô : Livirit da Ézéc’hias : Chétu pétrâ a lavar ar roué brâz, roué ann Assiried : É pé fisian̄s en em rôez-té ?

5. Gan̄t pé guzul pé gan̄t pé ners é fell d’id en em zével em énep ? War biou é lékéez da fisian̄s pa belléez diouz-in ?

6. Chétu é lékéez da fisian̄s war ann Éjipt, war ar vâz gorsen-zé péhini a zô torret, péhini a iélô é dourn ann hini a harpô hé zourn war-n-ézhi, hag a dreûzô anézhan̄ ; ével-sé é rai Faraon é-kén̄ver ar ré holl a lakai hô fisian̄s enn-han̄.

7. Ma lévérez d’in : Enn Aotrou, hon Doué, é lékéomb hor fisian̄s ; ha né két hen-nez a béhini en deûz Ézéc’hias diskaret al lec’hiou uc’hel hag ann aoteriou, ô lavaroud da Juda ha da Jéruzalem : Dirâg ann aoter-zé éc’h azeûli ?

8. Ha bréma en em rô d’am Aotrou, roué ann Assiried, hag é rôinn d’id daou vil varc’h, mar gellez kavout é-touez da bobl tûd a-walc’h évit piña war-n-ézhô :

9. Pénaoz é helli-dé énébi oud ann distéra rénér eûz a gériou-kré va Aotrou ? Ma lékéez da fisian̄s enn Éjipt, enn hé girri, hag enn hé varc’heien ;

10. Ha deuet ounn-mé er vrô-man̄, évid hé dispenna, héb urs ann Aotrou ? Ann Aotrou en deûz lavaret d’in : Pîñ er vrô-zé, ha dispenn-hi.

11. Neuzé Éliasim, ha Sobna, ha Joahé a lavaraz da Rabsasez : Komz oud da dûd é Siriack ; râk ni a oar ann iéz-zé. Hôgen na gomz két ouz-omp é Judaek, pa glev ar bobl a zô war ar vûr.

12. Ha Rabsasez a lavaraz d’ézhô : Hag étrézé da vestr hag étrézég enn-od en deûz va c’haset va mestr évit lavarout kémen̄t-man̄ ? Ha né két ken̄toc’h étrézég ann dûd-zé péré a zô savet war ar vûr, évit na zébrin̄t két hô mon, ha na évin̄t két hô zroaz gan-é-hoc’h ?

13. Ha Rabsasez a zavaz, hag a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré é Judaek, hag a lavaraz : Sélaouit gériou ar roué brâz, roué ann Assiried.

14. Ével-henn é lavar ar roué : Na douellet két Ézéc’hias ac’hanoc’h, râk na hellô két hô tieûbi.

15. Ha na lakaet két Ézéc’hias ac’hanoc’h da gaout fisian̄s enn Aotrou, ô lavarout : Ann Aotron hon dieûbô, na gouézô két ar géar-man̄ étré daouarn roué ann Assiried.

16. Na zélaouit két Ézéc’hias ; râg ével-henn é lavar roué ann Assiried : Grît kévrédigez gan-en̄, ha deûit d’am c’havout, ha debrit pép-hini euz hô kwinien hoc’h-unan, ha pép hini euz hô fiézen hoc’h unan, hag évit pép-hini dour hô feun̄teun hoc’h-unan,

17. Kén na zeûinn, ha na gasinn ac’hanoc’h enn eunn douar hén̄vel oud hô touar, eunn douar a éd hag a wîn, eunn douar a vara hag a winiennou.

18. Na reûstlet két Ézéc’hias ac’hanoc’h, ô lavarout : Ann Aotrou hon dieûbô. Hag hini eûz a zouéed ar brôadou en deuz-hén̄ dieûbet ho douar eûz a zaouarn roué ann Assiried ?

19. Péléac’h éma doué Emat hag Arfad ? Péléac’h éma doué Séfarvaim ? Hag hî hô deûz dieûbet Samari eûz va dourn ?

20. Piou é-touez ann holl zouéed eûz ar brôiou-zé en deûz dieûbet hé zouar eûz va dourn, ma tieûbô ann Aotrou Jéruzalem eûz va dourn ?

21. Hag hî a davaz, ha na respoun̄taz gér out-han̄. Râg ar roué en dôa gourc’hémennet d’ézhô, ô lavarout : Na respoun̄tit két d’ézhan̄.

22. Neûzé Éliasim, mâb Helsias, péhini a oa mestr ann tî, ha Sobna ar skrivañer, ha Joahé, mâb Asaf ann dieller, a zistrôaz étrézég Ézéc’hias hag hô diḻad rôget, hag hî a rôaz da anaout d’ar roué gériou Rabsasez.


————


XXXVII. PENNAD.


Éal ann Aotrou a zispenn armé Sennachérib.


1. Pa glevaz ar roué Ézéc’hias kémen̄t-se, é rogaz hé ziḻad, é lékéaz eur sac’h war hé drô, hag éz éaz é tî ann Aotrou.

2. Hag hén̄ a gasaz Éliasim, péhini a oa mestr ann tî, ha Sobna ar skrivañer, hag ar ré gôsa eûz ar véleien, gôlôet a zéier, étrezég Isaias ar profed, mâb Amos.

3. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar Ézéchias : Eunn deiz a en̄krez, a damall, a zrouk-prézek eo hé-man̄ ; râg ar vugalé a zô daré da véza ganet, ha n’eûz két a ners a-walc’h évit gwilioudi.

4. Ann Aotrou da Zoué en dévézô klévet héb arvar gériou Rabsasez, péhini a zô bét kaset gan̄t roué ann Assiried hé vestr, évid drouk-prézégi oud ann Doué béo, hag évid hé gunuc’ha gan̄t lavariou en deûz klévet ann Aotrou, da Zoué : gorré éta da béden évid ar ré a choum a zilerc’h.

5. Ha servicherien ar roué Ézéc’hias a iéaz étrézég Isaias.

6. Hag Isaias a lavaraz d’ézhô : Ann dra-man̄ a léverrot d’hô mestr : Ével-henn é lavar ann Aotrou : N’hô pézet két a aoun râg ar gériou hoc’h eûz klévet, gan̄t péré servicherien roué ann Assiried hô deûz va heskinet.

7. Chétu mé a gasô war-n-ézhan̄ eur c’houéz, hag hén̄ a glevô eur c’hélou, hag a zistrôi d’hé vrô ; ha mé hé lakai da vervel gan̄d ar c’hlézé enn hé vrô.

8. Rabsasez éta a zistrôaz war hé c’hîz, hag a iéaz da gavout roué ann Assiried péhini a stourmé out Lobna ; râk klévet en dôa pénaoz é oa éat-kuît eûz a Lac’his.

9. Hag hén̄ a glévaz pénaoz Taraka, roué Étiopia, a oa eo em lékéat enn hen̄t évit stourmi out-han̄ ; pa glévaz kémen̄t-sé, é kasaz kannaded étrézég Ézéc’hias, ô lavarout :

10. Chétu pétrâ a leverrot da Ézéc’hias, roué Juda : Na douellet két ac’hanod da Zoué, é péhini é lékéez da fisian̄s, na lavar két : Na gouézô két Jéruzalem étré daouarn roué ann Assiried.

11. Chétu té éc’h eûz klévet pétrâ hô deûz gréat rouéed ann Assiried d’ann holl vrôiou hô deûz dispennet ; ha té a helfé béza dieûbet ?

12. Douéed ar brôadou hag hî hô deûz dieûbet ar boblou a zô bét dispennet gan̄t va zadou, Gozam, hag Haram, ha Résef, ha mipien Éden, péré a oa é Talassar ?

13. Péléac’h éma roué Émat, ha roué Arfad, ha roué kéar Séfarvaim, Ana hag Ava ?

14. Hag Ézéc’hias a géméraz al lizer eûz a zourn ar gannaded, hag hé lennaz ; hag hén̄ a biñaz da dî ann Aotrou, hag a astennaz anézhi dirâg ann Aotrou.

15. Hag Ézéchiaza bédaz ann Aotrou, ô lavarout :

16. Aotrou ann arméou, Doué Israel, té péhini a zô azézet war ar Gérubined ; té hép-kén eo Doué holl rouan̄télésiou ann douar ; té eo éc’h eûz gréat ann én̄v hag ann douar.

17. Dinaou, Aotrou, da skouarn, ha sélaou : digor, Aotrou, da zaoulagad, ha gwél, ha sélaou ann holl c’hériou en deûz digaset Sennachérib évid drouk-prézégi oud ann Doué béô.

18. Gwir eo, Aotrou, pénaoz rouéed ann Assiried hô deûz gwastet ar boblou hag hô douarou,

19. Ha ma hô deûz taolet hô douéed enn tân ; râk né oan̄t két douéed, hôgen labour daouarn ann dûd, koat ha méan ; hag hî hô deûz hô brévet.

20. Bréma éta, Aotrou, hon Doué, dieûb ac’hanomp eûz hé zourn, évit ma anavézô holl rouan̄télésiou ann douar, pénaoz n’eûz Aotrou all é-béd néméd-od.

21. Neûzé Isaias, mab Amos a gasaz étrézég Ézéc’hias, évit lavaroud d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : O véza ma éc’h euz pédet ac’hanoun diwar-benn Sennachérib, roué ann Assiried ;

22. Chétu aman̄ ar gér en deûz lavaret ann Aotrou diwar hé benn : Ar werc’hez merc’h Sion é deûz va zisprizet ha da c’hoapéet ; merc’h Jéruzalem é deûz héjet hé fenn adré d’id.

23. Piou éc’h eûs-té goapéet ? Out piou éc’h eûs-té drouk-prézéget ? A-énep piou éc’h eûs-té savet da vouéz, ha savet da zaoulagad balc’h ? A-énep san̄t Israel.

24. Dré zourn da zervicherien éc’h eûz goapéet ann Aotrou, hag éc’h eûz lavaret : Gan̄d al lôd brâz eûz va c’hirri ounn piñet war lein ar ménésiou, war gribel al Liban ; trouc’het em eûz hé wéz-sedr uc’hel, hag hé wéz-sapr kaer ; éad ounn bétég ar penn uc’héla eûz hé gribel, ha koajou hé vésiou strujuz.

25. Kleûzet em eûz, hag em eûz évet dour, hag em eûz dizec’het gan̄t roudou va zreid ann holl c’houériou dalc’het gan̄t saviou-douar.

26. Ha n’éc’h eûs-té két klévet pénaoz eo mé em eûz gréat ann traou-zé pell-zô ? Aozet in̄t bét gan-én̄ enn deisiou kôz ; ha bréma hô c’hasann da benn, ô tiskara ar c’hrec’hiennou a stourm ann eil oud ébén, hag ar c’hériou-kré.

27. Tûd ar c’hériou-zé a zô bét spoun̄tet ha mézékéet, ével pa ven̄t bét dizourn ; deûet in̄t ével ar founn a lékéeur war ar parkou, ével ar géot-peûri, hag ével al louzou a zâv war ann toennou, péhini a zec’h abarz ma eo daré.

28. Gwézet em eûz péléac’h é choumez, a béléac’h é teûez, ha péléac’h éz éez ; anavézet em eûz da frouden em énep.

29. Pa eo savet da frouden em énep, eo piñet da rogen̄tez bété va diskouarn ; lakaad a rinn éta eur minouer war da frî, hag eur wesken enn da c’hénou ; hag e kasinn ac’hanod dré ann hévéleb hen̄t dré béhini oud deûet.

30. Hôgen chétu ann arouéz d’id : Debr hevléné ann traou a zavô anézhô hô-unan, hag enn eil vloaz en em vag gan̄t frouez ; hôgen enn trédé bloaz, hadit, ha médit, ha plantit gwiniennou, ha debrit ar frouez anézhô.

31. Hag ar pez a vézô tec’het ha choumet euz a dî Juda, a daolô hé c’hrisiou d’ann-traoun̄, hag a rôi hé frouez ouc’h-kréac’h.

32. Râk lôd a dec’hô eûz a Jéruzalem, ha lôd all a vézô dieûbet eûz a Zion ; oaz Aotrou ann arméou eo a rai kemen̄t-sé.

33. Râk-sé chétu pétrâ a lavar ann Aotrou diwar-benn roué ann Assiried : N’az ai két er géar-zé, ha na daolô két hé zaésiou out-hi ; na stourmô két out-hi gan̄d ann diren, ha na rai két a gleûsiou war hé zrô.

34. Dré ann hen̄t dré béhini eo deûet é tistrôi, ha n’az ai két er géar-zé, émé ann Aotrou.

35. Gwarézi a rinn ar géar-zé, hag é tieûbinn anézhi enn-abek d’in, hag enn-abek da Zavid, va zervicher.

36. Neûzé éal ann Aotrou a iéaz er-méaz, hag a skôaz war bemp mii dén ha naô-ugen̄t é kamp ann Assiried. Hag ar ré a zavaz min̄tin-mâd a wélaz ar c’horfou-marô.

37. Goudé-zé Sennachérib a zilec’haz, a iéaz-kuit hag a zistrôaz war hé giz ; hag hén̄ a choumaz é Niniva.

38. Hag é c’hoarvézaz pénaoz pa édô oc’h azeûli é templ Nesroc’h, hé Zoué, Adramélec’h ha Sarasar, hé vipien, a lazaz anézhan̄ gan̄d hô c’hlézéier ; hag hî a dec’haz étrezé brô Ararat. Hag Asarhaddon, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.


————


XXXVIII. PENNAD.


Klén̄ved Ézéc’hias. Hé ganaouen.


1. Enn deisiou-zé Ézéc’hias a oé klan̄v ha daré da vervel ; hag Isaias ar profed, mâb Amos, a iéaz d’hé gavout, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Laka reiz enn da dî, râk té a varvô, ha na vévi mui.

2. Hag Ézéc’hias a drôaz hé zaoulagad oud ar vôger, hag a bédaz ann Aotrou,

3. O lavarout : Az pez koun, Aotrou, mé az péd, pénaoz em eûz kerzet dira-z-od er wirionez, ha gan̄d eur galoun c’houék, ha pénaoz em eûz gréat kémen̄d a zô mâd dirâk da zaoulagad. Hag Ézéc’hias a skuḻaz daélou druz.

4. Hag ann Aotrou a gomzaz oud Isaias, ô lavarout :

5. Kéa, ha lavar da Ézéc’hias : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué David da dâd : Klévet em eûz da béden, ha gwélet em eûz da zaélou : pemzék vloaz a likiinn c’hoaz war da zeisiou.

6. Da denna a rinn eûz a zaouarn roué ann Assiried ; dieûbi a rinn ivé ar géar-zé, hag é warézinn anézhi.

7. Hôgen hou-man̄ eo ann arouéz a rô ann Aotrou d’id pénaoz é sévénô ar gér en deûz rôet d’id.

8. Lakaad a rinn skeûd ann héol, péhini a zô diskennet eûz a zék daez war gadran Ac’haz, da zistrei kémen̄d all war hé gîz. Hag ann héol a biñaz a-névez eûz a zék daez dré béré é oa diskennet.

9. Skrîd Ézéc’hias, roué Juda, goudé ma oa bét klan̄v, ha ma oa bet paréet eûz hé glen̄ved.

10. Lavaret em eûz : É-kreiz va deisiou éz ann étrézé dôriou ar béz : klasket em euz dilerc’h va bloavésiou.

11. Lavaret em eûz : Na wélinn két ann Aotrou Doué é douar ar ré véô. Na wélinn mui dén é-touez ar ré a choum er béd.

12. Va choumadur a zô éat ébiou ; rodellet eo a zira-z-oun ével telt eur mesaer. Trouc’het eo va buez ével neûd ar gwiader ; pa édô c’hoaz enn hé dérou, eo bét trouc’het ; diouc’h ar min̄tin bétég ar pardaez am likii da von̄d-da-nétra.

13. Bétég ar min̄tin é c’hédenn ; râg ével eul léon en deûz brévet va holl eskern ; diouc’h ar min̄tin bétég ar pardaez am likii da von̄d-da-nétra.

14. Ével ar wennélien vihan é c’harminn, ével ar goulm éc’h hirvoudinn : skuizet eo bét va daoulagad ô sellout ouc’h-kréac’h. Aotrou, gwall c’hlac’haret ounn, respoun̄t évid-oun.

15. Pétrâ a livirinn-mé, pé pétrâ a respoun̄tô d’in, pa eo hén̄ en deûz gréat kémen̄t-sé ? Lakaad a rinn da dréménout dira-z-od holl vloavésiou va buez é c’houervder va éné.

16. Aotrou, mar d-eo ével-sé é véveur, mar d-éma enn traou-zé buez va spéred ; é kastizi ac’hanoun, hag é rôi ar vuez d’in.

17. Ar c’houervded ar brasa a zô bét trôet é péoc’h ; hôgen té éc’h eûz miret out va éné na vé kaset-da-nétra ; taolet éc’h eûz adré da gein va holl béc’héjou.

18. Râg ar béz na énorô két ac’hanod, hag ar marô n’az meûlô két : ar ré a ziskenn er poull na c’hedin̄t két da wirionez.

19. Ar ré véô, ar ré véô eo a énorô ac’hanod, ével ma rann hiriô va-unan ; ann tâd a rôi da anaout da wirionez d’hé vugalé.

20. Aotrou, dieûb ac’hanoun, hag é kanimp hor c’hanaouennou é holl zeisiou hor buez é tî ann Aotrou.

21. Hag Isaias a c’hourc’hémennaz ma vijé kéméret eul lôd brâz a fiez, ha ma vijen̄t lékéat é palastr war hé c’houli, évid hé baréa.

22. Hag Ézéc’hias a lavaraz : Pétrâ a vézô da arwéz d’in ma piñinn da di ann Aotrou ?


————


XXXIX. PENNAD.


Ézéc’hias a ziskouéz hé den̄zoriou da gannaded roué Babilon.


1. Enn amzer-zé Mérodac’h Baladan, mâb Baladan, roué Babilon, a gasaz eul lizer ha traou kaer da Ézéc’hias, ô véza m’en dôa klévet pénaoz é oa bét klan̄v, hag é oa bét paréet.

2. Ézéc’hias a zigéméraz anézhô gan̄t lévénez, hag a ziskouézaz d’ézhô kambr al louzou, ann aour hag ann arc’han̄t, hag ann traou c’houés-vâd, hag ann éôliou ar ré wella, hag hé holl arrébeûri kaer, ha kémen̄d a oa enn hé den̄zoriou. Na oé nétrâ enn hé dî nag é kémen̄d a oa enn hé véli, na ziskouézaz d’ézhô.

3. Neûzé ar profed Isaias a iéaz da gavout ar roué Ézéc’hias, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ hô deûz lavaret ann dûd-zé, hag a béléac’h in̄d-hi deûet étrézég enn-od ? Hag Ézéc’hias a lavaraz : Eûz a eur vrô bell in̄d deûet d’am c’havout, eûz a Vabilon.

4. Hag Isaias a lavaraz : Pétrâ hô deûs-hi gwélet enn da dî ? Hag Ézéc’hias a lavaraz : Kémen̄d a zô em zî hô deûz gwélet ; n’eûz nétrâ em ten̄zoriou a gémen̄t n’am eûz diskouézet d’ézhô.

5. Hag Isaias a lavaraz da Ézéc’hias : Sélaou gér Aotrou ann arméou.

6. Chétu é teûi ann deisiou é péré é vézô tennet kémen̄d a zô énn da dî, hag é vézô kaset da Vabilon ann holl den̄zoriou hô deûz dastumet da dadou bété vréma ; na vézô lézet nétrâ, émé ann Aotrou.

7. Hag é vézô kéméret eûz da vugalé, eûz ar ré a zô deûet ac’hanod, eûz ar ré éc’h eûz ganet, évid hô lakaad da spazéien é palez roué Babilon.

8. Hag Ézéc’hias a lavaraz da Isaias : Mâd eo ar gér en deûz lavaret ann Aotrou. Hag hén̄ a lavaraz c’hoaz : Ra vézô hépkén ar péoc’h hag ar wirionez a-héd va deisiou.


————


XL. PENNAD.


Disklériadur ann Aotrou. Hé veûrded, hé c’halloud.


1. Dic’hlac’harit, dic’hlac’harit, va fobl, émé hô Toué.

2. Komzit out kaloun Jéruzalem, ha livirit d’ézhi pénaoz eo leûn hé drougiez, ha distaolet hé fallagriez diwar-n-ézhi ; ha pénaoz é deûz digéméret eûz a zourn ann Aotrou diou wéach kémen̄d all évid hé féc’héjon.

3. Mouéz ann hini a lén̄v enn distrô : Aozit hen̄d ann Aotrou ; grit ma vézô éeun gwén̄odennou hon Doué enn distrô.

4. Pép traon̄ien a vézô uc’héléet, ha pép ménez a vézô izéléet ; ar péz a zô gwâr a vézo éeunet ; hag ann hen̄chou garô a vézô kompézet.

5. Gloar ann Aotrou en em ziskouézô, ha pép kîg a wélô ivé pénaoz eo génou ann Aotrou en deûz komzet.

6. Eur vouéz é deûz lavaret : Garm. Ha mé ém eûz lavaret : Pétrâ a c’harminn-mé ? Pép kîk a zô géot, ha pép gloar ével bleun̄ ar parkou.

7. Gwévet eo ar géot, hag ar bleûn̄ a zô kouézet, râk spéred ann Aotrou en deûz c’houézet war-n-ézhan̄. Evit-gwîr ar bobl a zô géot.

8. Gwévet eo ar géot, hag ar bleûn̄ a zô kouézet ; hôgen gér hon Aotrou a choum da-vikenn.

9. Piñ war eur ménez uc’hel, té péhini a brézég ann aviel da Zion. Sâv da vouéz gan̄t ners, té péhini a brézég ann aviel da Jéruzalem ; sâv-hi, ha n’az péz két a aoun. Lavar da gériou Juda : Chétu hô Toué :

10. Chétu ann Aotrou Doué a zeûi enn hé c’halloud, hag hé vréac’h a drec’hô ; chétu hé c’hôbr gan̄t-han̄, hag hé labour dira-z-han̄.

11. Ével eur mésaer é kasô hé zén̄ved da beûri ; gan̄t ners hé vréac’h é strollô hé ein, hag hén̄ hô savô oud hé askré hag a zougô ann dan̄vadézed leûn.

12. Piou en deûz men̄tet ann douréier enn hé vôz, hag en deûz poézet ann én̄vou gan̄d hé balf ? Piou en deûz dalc’het tolzen ann douar gan̄t tri biz, ha poézét ar ménésiou gan̄t poésiou, hag ar c’hrec’hiennou gan̄d eur valan̄s ?

13. Piou en deuz skoazellet spéred ann Aotrou ? Pé piou a zô bét da alier d’ézhan̄, hag en deûz diskouézet eunn dra d’ézhan̄ ?

14. Piou en deûz hé guzuliet, hag hé zesket, ha diskouézet d’ézhan̄ raven̄t ar reizded, ha desket d’ézhan̄ ar wiziégez, ha diskouézet d’ézhan̄ hen̄t ar furnez ?

15. Chétu ar brôadou a zô ével eur banné dour a gouéz euz ar zâḻ, hag ével eur c’hreunennik enn eur valan̄s ; chétu ann énézi a zô ével eur boultrennik.

16. Hag al Liban na vézô két a-walc’h évit lakaad ann tân, hag hé lôéned na vézin̄t két a-walc’h évid ôber eur sakrifiz.

17. Ann holl vrôadou a zô dira-z-han̄ ével pa na ven̄t két, hag hén̄ a zell anézho ével nétrâ, ével ar goullô.

18. Out piou éta é réot-hu Doué hén̄vel ? Ha pé skeûden a zavot-hu d’ézhan̄.

19. Ar gôf hag hén̄ na rai két d’ézhan̄ eur skeûden deûz ? Ann orféber-aour hag hén̄ n’hen doaréô két enn aour, hag ann orféber arc’han̄t é taolennou arc’han̄t ?

20. Ar méchérour fûr a zilenn eur c’hoat kré ha divreinuz ; lakaad a râ hé skeûden enn hévélep doaré na horellô két.

21. Ha n’hoc’h eûs-hu két gwézet ? Ha n’hoc’h eûs-hu két klévet ? Ha n’eo két bét rôed da anaoud d’é-hoc’h adaleg ar penn-ken̄ta ? Ha n’hoc’h eûs-hu két poellet pénaoz eo bét diazézet ann douar ?

22. Hén̄ eo a azez war voul ann douar, hag a zell ével kiḻeien-raden ar ré a choum war-n-ézhan̄ ; hén̄ eo en deûz lédet ann én̄vou ével nétrâ, hag en deûz hô steñet ével eunn telt évit choum dindan-han̄.

23. Hén̄ eo a gâs-da-nétra ar ré a en̄klask ann traou kuzet, hag a laka da nétrâ barnérien ann douar.

24. Hag ivé hô c’héf né két bét plan̄tet, né két bét hadet, n’en deûz két taolet hé c’hrisiou enn douar ; enn-eunn-taol en deûz c’houézet war-n-ézhô, hag hî a zô bét dizec’het, hag eur gourven̄ten é deûz hé skiñet ével kôlô.

25. Out piou hoc’h eûs-hu va hévélébékéet, ha va c’heidet, émé ar san̄t ?

26. Savit hô taoulagad d’ann néac’h, hag arvestit piou en deûz krouet ann traou-zé ; hag a gâs hô armé enn hen̄t dré niver, hag hô galv holl dré hô hanô, hép ma choum hini war-lerc’h, ker brâz eo hé veûrded, hé ners, hag hé c’halloud.

27. Pérâg é lévérez, ô Jakob, pérâg é lévérez, ô Israel : Kuzet eo va hen̄t ouz ann Aotrou, ha va barn a ia ébiou d’am Doué ?

28. Ha na ouzoud-dé két, ha n’éc’h eûs-té ket klévet pénaoz Doué eo ann Aotrou peûr-baduz, péhini en deûz krouet harzou ann douar ; péhini na skuîz két, na labour két, ha na rô két da anaout hé furnez ?

29. Hén eo a rô ners d’ar ré skuîz ; hag hén̄ eo a gresk ann ners hag ar c’hréfder d’ar ré a zô gwân.

30. Ann dûd-iaouan̄k a skuîz, hag a falla ; ar baotred-iaouan̄k a zeû da fata.

31. Hôgen ar ré a laka hô géd enn Aotrou, a névézô hô ners, hag a gémérô diou-askel ével ann er ; hî a rédô, ha na skuizin̄t két ; hî a gerzô, ha na fallain̄t két.


————


XLI. PENNAD.


Dieûb Israel. Disman̄tr Babilon.


1. Ra davô dira-z-oun ann énézi, ra névézô ar brôadou hô ners ; ra dôstain̄t, ha ra gômzin̄t ; déomp kévret d’ar varn.

2. Piou en deûz lékéat ann dén reiz da zével eûz ar sâv-héol, hag hé c’halvet da von̄t war hé lerc’h ? Lékéat en deûz ar brôadou da bléga dira-z-han̄, hag ar rouéed en deûz lékéat dindân hé véli ; hô lakaad a rai da bléga dindân hé glézé ével poultr ; hô lakaad a rai da déc’hout dirag hé warek ével ar c’hôlô a ia gan̄d ann avel.

3. Mon̄d a rai war hô lerc’h, é péoc’h é tréménô, ha na vézô két gwélet roudou hé dreid.

4. Piou en deûz doaréet ha gréat kémen̄t-sé, ha galvet ar brôadou adaleg ar penn-ken̄ta ? Mé eo ann Aotrou, me eo ar c’hen̄ta hag ann divéza.

5. Ann énézi hô deûz gwélet, hag a zô bét spoun̄tet ; harzou ann douar a zô bét saouzanet ; tôstéet eo ar boblou, en em strollet in̄t.

6. Pép-hini a gen-nerzô hé nésa, hag a lavarô d’hé vreûr : Kréva.

7. Néb a labour gan̄d ann arem a skô gan̄d ar morzol, hag a framm goudé-zé, hag a lavar : Frammet-mâd é vézô ; neûzé é starta gan̄t tachou évit na horellô két.

8. Hôgen té, Israel, va servicher, té, Jakob, péhini em eûz dilennet, gwenn Abraham va miñoun ;

9. Té péhini em eûz kéméret eûz a benn ann douar, hag em eûz galvet eûz a eur vrô bell, ha da béhini em eûz lavaret : Va zervicher oud ; da zilennet em eûz, ha n’em eûz két da zilézet.

10. N’az péz két a aoun, râg ganéz émounn ; na zistrô két eûz da hen̄t, râk mé eo da Zoué ; da grévéet em eûz, da gen-nerzet em eûz ; ha dourn va dén-reiz en deûz da zigéméret.

11. Chétu é vézô mézékéet ha lékéat da rusia, ar ré holl péré a stourmé ouz-id. Ar ré a énébé ouz-id, a zeûi-da-gét, hag a vézô dispennet.

12. Klaskout a rî ar ré a zô en em zavet enn da énep (T), ha n’hô c’havi két : ar ré a vrézélékai ouz-id, a zeûi-da-gét ha da-nétrâ.

13. Râk mé eo ann Aotrou, da Zoué, a gémer da zourn, hag a lavar d’id : N’az péz kéd a aoun, râk da skoazellet em eûz.

14. N’az péz kéd a aoun, prév Jakob, na té, Israel, a zô ével maro : mé eo em eûz da gen-nerzet, émé ann Aotrou, ha san̄t Israel eo da zaspréner.

15. Da lakaad a rinn da véza ével eur c’harr névez évit mac’ha ann éd, gan̄t bégou ha den̄t houarn ; mac’ha ha brévi a ri ar ménésiou ; hag é poultr é likii ar c’hrec’hiennou.

16. Hô niza a rî, hag ann avel hô c’hasô gan̄t-han̄, hag ar gouven̄ten hô skiñô ; hôgen té a drido enn Aotrou, té en em laouénai é san̄t Israel.

17. Ann dûd diének hag ar ré baour a glask dour, ha na gavont két ; hô zéôd a zizec’h gan̄d ar sec’hed. Hôgen mé eo ann Aotrou, hag é klevinn out-hô ; mé eo Doué Israel, ha n’hô dilézinn két.

18. Lakaad a rinn stériou da zével war lein ar c’hrec’hiennou, ha feun̄teûniou é-kreiz ar mésiou ; trei a rinn ann distrô é lennou dour, hag ann douar dihen̄t é gouériou réd.

19. Lakaad a rinn da greski enn distrô ar sedr, ar spern, ar mirt, hag ann olivézen. Lakaad a rinn da zével kévret enn distrô ar sapr, ann évlec’h, hag ar beûz ;

20. Évit ma wélin̄t, ha ma wézin̄t, ha ma vennin̄t, ha ma poellin̄t pénaoz dourn ann Aotrou en deûz gréat kémen̄t-sé, ha san̄t Israel en deûz hé grouet.

21. Deûit da lavaroud hô preûd, émé ann Aotrou ; ma hoc’h eûz eunn dra gré-bennâg, digasit-hén̄, émé roué Jakob.

22. Deûen̄t, ha diouganen̄t d’é-omp ar péz a dlé da c’hoarvézout ; rôit da anaout ann traou ken̄t ; nî a lakai évez a-galoun-vâd oud hô stâd divéza, ha c’houi a rôi da anaout d’é-omp ar péz a dlé da c’hoarvézout.

23. Diouganit d’é-omp ar péz a dlé da c’hoarvézout enn amzer da zon̄t, évit ma wézimp pénaoz oc’h douéed ; grîd ivé mâd pé zrouk mar gellit, ha nî a gomzô, hag a wélô kévret.

24. Chétu c’houi a zô deûet eûz a nétrâ, hag hoc’h ôber a zeu eûz ar péz n’eo két ; ar fallagriez eo é deûz hô tilennet.

25. Hé lékéat em eûz da zével eûz ann han̄ter-nôz, hag hén̄ a zeui eûz ar sâv-héol ; gervel a rai va hanô, hag é sellô ar ré vrâz ével prî ; hag hén̄ hô mac’hô ével ma eo mac’het ar prî gan̄d ar pôder.

26. Piou en deuz diouganet kémen̄t-sé d’é-omp adaleg ar penn-ken̄ta, évit ma her gwézimp, hag adaleg ann derou évit ma livirimp : Reiz oud ? N’euz hini ac’hanoc’h a gémen̄t a rô da anaout ann traou deûet pé da zon̄t ; n’eûz dén en défé hô klevet.

27. Hén̄ eo a lavarô da-gen̄ta da Zion : Chétu hî ; ha mé a rôi eunn aviéler da Jéruzalem.

28. Ha mé em euz sellet, ha n’em eûz kavet hini enn hô zouez a gémen̄t en défé poell, nag a respoun̄tché eur gér.

29. Chétu hî holl a zô fallagr, ha didalvez hô ôberiou ; hô skeûdennou n’in̄t néméd avel ha goullô.


————


XLII. PENNAD.


Eurusded ar boblou dindan rén salver Israel.


1. Chétu va servicher ; hé zigémérout a rinn ; va dilennet é péhini em eûz lékéat va holl garan̄tez ; lékéat em eûz va spéred war-n-ézhan̄, hag hén̄ a embannô ar varn d’ar brôadou.

2. Na c’harmô két, n’en dévézô azaouez é-béd évid dén, ha na vézô két klévet hé vouéz er-méaz.

3. Na dorrô két ar gorsen diskaret, ha na vougô kéd ar boulc’hen a zivôgéd ; er wirionez é rôi ar varn.

4. Na vézô na trist, na téar, kén na lakai ar varn war ann douar ; hag ann énézi a c’hédô hé lézen.

5. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué, péhini en deuz krouet ann én̄vou, hag en deûz hô lédet ; péhini en deûz startéet ann douar, ha kémen̄d a gresk enn-han̄ ; péhini en deûz rôet ar c’houéz d’ar bobl a zô war-n-ézhan̄, hag ar spéred d’ar ré a gerz war-n-ézhan̄.

6. Mé eo ann Aotrou em eûz da c’halvet er reizded, em eûz da géméret dré da zourn, hag em eûz da viret ; hag em eûz da rôet da gévrédigez ar bobl, ha da c’houlou ar brôadou,

7. Évit ma tigori daoulagad ar ré zall, ma tenni eûz ar chaden ar ré chadennet, ma likii er-méaz eûz ar vac’h ar ré a zô azézet enn dévalien.

8. Mé eo ann Aotrou ; hen-nez eo va hanô. Na rôinn két va gloar da eunn all, na va meûleûdi da skeûdennou kizellet.

9. Ar péz a zô bét diouganet da gen̄ta, a zô bét sévénet ; chétu mé a ziougan traou névez ; abarz ma vézin̄t sévénet, hô rôinn da anaout d’é-hoc’h.

10. Kanit d’ann Aotrou eur ganaouen névez, embannit hé veûleûdi eûz a benn ann douar, c’houi péré a ziskenn war ar môr, ha war hé holl c’horré ; c’houi, énézi, ha c’houi péré a choum enn-hô.

11. Ra zavô hô mouéz ann distrô hag ar c’hériou ; enn tiez é choumô Sédar ; meûlit ann Aotrou, c’houi péré a choum er réc’hier, garmit eûz a lein ar ménésiou.

12. Gloar ann Aotrou a embannin̄t, hag é veûlin̄t anézhan̄ enn énézi.

13. Ann Aotrou a iélô er-méaz ével eunn dén kré ; ével eunn dén-a-vrézel é kreskô hé oaz ; hén̄ a iouc’hô, hén̄ a c’harmô ; tréac’h é vézo d’hé énébourien.

14. Tavet em eûz bétég-henn, dilavar hag habask ounn bét ; ével eur c’hrég é gwilioud é klemminn ; disman̄tra, dispenna a rinn pép-trâ.

15. Ar ménésiou hag ar c’hrec’hiennou a likiinn da véza ével eul léac’h distrô, hag é wévinn hô holl c’héot ; é énézi é trôinn ar steriou, hag é tizec’hinn al lennou.

16. Ar ré zall a gasinn enn eunn hen̄t ha na anavézon̄t két ; hag hô lakaad a rinn da gerzout dré raven̄chou ha na anavézon̄t két ; lakaad a rinn ann dévalien da drei é goulou dira-z-hô, hag ann traou kamm é traou éeun. Kémen̄t-sé a zévéninn enn hô c’hén̄ver, ha n’hô dilezinn két.

17. Ar ré a laka hô fisian̄s é skeûdennou kizellet a iélô war hô c’hîz ; gôlôet é vézin̄t a véz, hî péré a lavar da skeudennou teûzet : C’houi eo hon douéed.

13. Tûd vouzar, klevit, tûd zall, digorid hô taoulagad, ha gwélit.

19. Piou a zô dall, ma n’eo va servicher ? Ha bouzar, ma n’eo ann hini da biou em eûz kaset va c’hannaded ? Piou a zô dall, ma n’eo ann hini a zô en em werzet hé-unan ? Piou a zô dall, ma n’eo servicher ann Aotrou ?

20. Té péhini a wél kémen̄d a draou, ha na arvesti két ? Té péhini a zigor da ziskouarn, ha na glévi két ?

21. Fellet eo bét gan̄d ann Aotrou é teûjé hé bobl d’hé énori, da veûli hé lézen, ha d’hé uc’hélaat meurbéd.

22. Hôgen ar bobl-zé a zô bét dismantret ha gwastet ; é rouéjou ann dûd iaouan̄k in̄t bét paket, hag é gwéled ar bac’hiou in̄t bét kuzet ; é sklavérez in̄t bét kaset, ha dén n’en deûz hô dieûbet ; preizet in̄t bét, ha dén n’en deûz lavaret : Distol.

23. Piou ac’hanoc’h a glev kémen̄t-man̄, a laka évez, hag a gréd enn traou da zon̄t ?

21. Piou en deuz lézet Jakob é preiz, hag Israel é diwisk ? Ha né két ann Aotrou hé-unan a-énep piou hon eûz péc’het ? Râk né két fellet d’ézhô kerzout enn hé hen̄chou, ha sen̄ti oud hé lézen.

25. Rak-sé en deûz skuḻet war-n-ézhan̄ hé vuanégez hag hé frouden, hag eur gwall vrézel ; lékéat en deûz ann tân war hé drô hép ma wié ; hé zévet en deûz hép ma poellé.


————


XLIII. PENNAD.


Disman̄tr Babilon. Dieûb Israel.


1. Ha bréma chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, péhini en deûz da grouet, ô Jakob, péhini en deûz da c’hréat, ô Israel : N’az péz kéd a aoun ; râk da zasprénet em eûz, da c’halvet em eûz dré da hanô ; d’in oud.

2. Pa dreûzi ann douréier, é vézinn gan-éz, hag ar steriou n’az gôlôin̄t két ; pa gerzi dré ann tân, na vezi két dévet, hag ar flamm n’az loskô két :

3. Râk mé eo ann Aotrou, da Zoué, san̄t Israel, da Zalver ; rôet em eûz ann Éjipt, ann Étiopia ha Saba évid da zaspréna.

4. Abaoé ma oud deuet da véza énoruz dira-z-oun, ha meûleûduz, em eûz da garet ; hag é rôinn ann dûd évid-od, hag ar boblou évid da vuez.

5. N’az péz két a aoun, râg gan-éz émounn : eûz ar sâv-héol é tigasinn da hâd, hag eûz ar c’hus-héol é strollinn ac’hanod.

6. Mé a lavarô d’ann han̄ter-nôz : Rô ; ha d’ar c’hrésteiz : Na harz két ; digas va mipien a bell, ha va merc’hed eûz a bennou ann douar.

7. Ha kémen̄d-hini a c’halv va hanô, évit va gloar eo em eûz hô c’hrouet, em eûz hô doaréet, em eûz hô gréat.

8. Kâs er-méaz ar bobl dall, ha daoulagad d’ézhan̄ ; ar bobl bouzar, ha diskouarn d’ézhan̄.

9. R’en em strollô ann holl vrôadou, r’en em zastumô ann holl boblou : piou enn hô touez en deûz diouganet kémen̄t-sé, ha rôet da anaout d’é-omp ar péz a zô bét c’hoarvézet ken̄t ? Rôen̄t hô zestou, diskouézen̄t ar wirionez ; hag é vézin̄t sélaouet, hag é vézô lavaret d’ézhô : Gwir eo.

10. C’houi eo va zestou, émé ann Aotrou, ha va zervicher em eûz dilennet ; évit ma wiot, ha ma krédot, ha ma poellot pénaoz eo mé va-unan a zô : em raok n’eûz két bét doaréet a zoué, ha na vézô két war va lerc’h.

11. Mé eo, mé eo ann Aotrou, ha n’eûz két a zalver hép-z-oun.

12. Mé eo em eûz diouganet, hag em euz salvet : rôet em eûz da glevout, ha n’eûz két bét a zoué a-ziavéaz enn hô touez ; c’houi eo va zestou, émé ann Aotrou, ha mé eo Doué.

13. Mé eo a zô adaleg ar penn-ken̄ta, ha dén na hell tenna ar péz a zô em dourn. Mar grann eunn dra, piou a harzô ouz-in ?

14. Ével-henn é lavar ann Aotrou, hô taspréner, san̄t Israel : Enn abek d’é-hoc’h em eûz kaset da Vabilon, hag em eûz diskaret hé holl harzou, hag ar C’haldéed, péré a lékéa hô fisian̄s enn hô listri.

15. Mé eo ann Aotrou, hô san̄t, krouer Israel, hô roué.

16. Ével-henn é lavar ann Aotrou, péhini en deûz gréat eunn hen̄t er môr, hag eur raven̄t é douréier froud ;

17. Péhini en deûz digaset ar c’hirri hag ar c’hézek, ann armé hag hé holl ners ; hôgen gourvézet in̄t kévret, ha na zavin̄t mui ; mouget ha lazet in̄t bet ével eur boulc’hen.

18. N’hô pézet két a goun eûz ann traou ken̄t, ha na likiid kéd a évez oud ann traou kôz.

19. Chétu éz ann da ôber traou névez : bréma é téraouin̄t, ha c’houi hô anavézô. Eunn hen̄t a rinn enn distrô, hag é likiinn steriou da rédek enn eur vrô né helleur két mon̄d ébars.

20. Al loéned férô, ann éréven̄t hag ann otruzed a veûlô ac’hanoun, ô véza ma em euz rôet dour el léc’hiou distrô, ha steriou el lec’hiou né helleur két tostaat out-hô (T), évit ma rôjenn da éva d’am pobl, d’ann hini em eûz dilennet.

21. Ar bobl-zé em eûz doaréet évidoun, va meûleûdi a embannô.

22. N’éc’h eûz két va galvet, Jakob ; n'oud két bét skuîz ouc’h va servicha, Israel.

23. N’éc’h eûz két kenniget din tourzed da zakrifiz-losk, na n’éc’h eûz két va énoret gan̄d da viktimou ; n’em eûz két da rediet da genniga hostivou d’in, n’em eûz két rôet ar boan d’id da glask ézan̄s.

24. N’éc’h eûz két prénet d’in louzou-c’houés-vâd gan̄d da arc’han̄t, n’éc’h eûz két va leûniet, gan̄t lard da hostivou. Hôgen va lékéat éc’h euz da sklâv gan̄d da béc’héjou, poan éc’h eûz gréat d’in gan̄d da fallagriézou.

25. Mé eo, mé eo va-unan a zistol diwar-n-oud da fallagriézou enn abek d’in, ha n’em bézô mui a goun euz da béc’héjou.

26. Digas ann én̄vor d’in, hag é vreûtaimp kévret ; lavar ma éc’h eûz eunn dra évid en em zidamallout.

27. Da dâd ken̄ta en deûz péc’het, ha da lézennérien a zô bét dizen̄t em c’héver.

28. Râk-sé em eûz diskouézet saotr prin̄sed ar san̄tuar, em eûz rôet Jakob d’ar marô, hag Israel d’ar vézégez.


————


XLIII. PENNAD.


Meûrded Doué. Distervez ann idolou.


1. Ha bréma sélaou, Jakob va servicher, ha té, Israel péhini em euz dilennet.

2. Ével-henn é lavar ann Aotrou, péhini en deûz da c’hréat ha da zoaréet, ha da skoazellet adalek kôv da vamm : n’az péz két a aoun Jabob, va servicher, na té, péhini a zô ker reiz, hag em eûz dilennet.

3. Râk mé a skuḻô ann douréier war douar séac’h, hag ar steriou war ann douar dizec’het ; skuḻa a rinn va spéred war da wenn, ha va bennoz war da géf.

4. Hag hî a greskô é-touez ar géot, ével ann halek war harz ann douréier réd.

5. Unan a lavarô : D’ann Aotrou ounn ; eunn all en em veûlô gan̄d hanô Jakob ; eunn all a skrivô gan̄d hé zourn : D’ann Aotrou ounn ; hag hén̄ a gémérô hanô Israel.

6. Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel, hag hé zaspréner, Aotrou ann arméou : Mé eo ar c’hen̄ta, ha mé eo ann divéza, ha n’eûz Doué all é-béd néméd-oun.

7. Piou a zô hén̄vel ouz-in ? Ra c’halvo, ha ra ziouganô ; ra zisplégô reiz ar béd, hag ar péz em eûz great adaleg ar penn ken̄ta é kén̄ver va fobl ; ra ziouganô d’ézhô ann traou da zon̄t, hag ar péz a dlé da c’hoarvézout.

8. N’hô pézet két a aoun, ha na vézit két saouzanet : a neûzé em euz rôet da anaout kémen̄t-sé d’é-hoc’h, hag em eûz hé ziouganet ; c’houi éo va zestou ; hag eunn Doué all a zô néméd-oun, hag eur c’hrouer ha na anavézann két ?

9. Ar ré holl péré a ra idoloû n’in̄t nétrâ, hag ar ré vrûdéta anézhô a vézô didalvez évit-hô ; hag hî a zô tést hô-unan enn hô méz, pénaoz hô idolou na wélon̄t, na na boellon̄t.

10. Piou a zoaré eunn doué, hag a deûz eur skeûden ha n’eo mâd da nétrâ ?

11. Chétu ar ré holl a rô lôd eûz al labour-zé a vézô mézékéet ; râg ar ré hô grâ n’in̄t némét tûd ; r’en em strollin̄t, ra zavin̄t holl, hag é vézin̄t spoun̄tet, hag é vézin̄t mézékéet kévret.

19. Ar gôf a labour gan̄d al lîm : lakaad a râ ann houarn er glaou, hag é toaré anézhan̄ gan̄d ar morzol ; gan̄d holl ners hé vréac’h é labour : naoun en dévézô kén na zielc’ho, na évô két a zour, hag é fatô.

13. Ar béner-koad a astenn hé linen ; hé zoaréa a ra gan̄d ar vouc’hal ; hé éeuna a ra gan̄d ar skouér, ha gan̄d ar c’hompez é rô ann drô d’ézhan̄ ; ôber a ra skeûden eunn dén, hag ar c’haéra ma hell, hag hel laka enn eul lôgel.

14. Ar gwéz-sedr a ziskâr ; eur c’hlaziennen a gémer, pé eur wézen dérô a oa savet é-touez gwéz ar c’hoat, pé eur wézen bîn a oa bét plan̄tet gan̄d eur ré, hag a zô bét maget gan̄d ar glaô.

15. Da ôber tân d’ann dén in̄t mâd ; hé-unan en deûz kéméret lôd anézho évit tomma ; lôd en deûz lékéat énn tân évit poaza hé vara ; gan̄d ann dilerc’h é râ eunn doué, hag éc’h azeûl anézhan̄ ; ar skeûden en deûz kizeliet, hag hén̄ a stou dira-z-hi.

16. Gan̄d ann han̄ter eûz ar c’hoat en deûz gréat tân, gan̄t lôd eûz ann han̄ter all en deûz poazet kik ha darévet iod, kén n’en deûz bét hé walc’h, tommet en deûz, hag en deûz lavaret : Mâd, tomm eo d’in, tân mâd em eûz gréat.

17. Gan̄d ann dilerc’h anézhan̄ en deûz gréat eunn doué hag eur skeûden kizellet ; stouet en deûz eo dira-z-hi, hé azeûlet en deûz, hag hé fédet, ô lavarout : Dieûb ac’hanoun, râk va Doué oud.

18. Na ouzon̄t, na na boellon̄t nétra : kenn téô eo hô zévalien, na wél két hô daoulagad, ha na boell két hô c’haloun.

19. Na zistrôon̄t két d’hô-unan ; na ouzon̄t, na na vennon̄t da lavarout : Tân em eûz gréat gan̄d ann han̄ter ; war hé c’hlaou em eûz poazet bara, poazet em eûz kik em eûz debret ; ha gan̄d ann dilerc’h é rinn eunn idol ? Hag é stouinn dirâg eur c’héf koat ?

20. Lôd eûz ar c’hoat a zô éat é ludu, hag hé galoun diskian̄t a azeûl égilé, ha na zieûb két hé éné hé-unan, ha na lavar két : Labour va dourn n’eo néméd eur gaou.

21. Az péz koun eûz a gémen̄t-man̄, Jakob hag Israel, râk va zervicher oud ; da c’hréat em eûz, va zervicher oud, Israel, na an̄kounac’ha két ac’hanoun.

22. Lamet em eûz da fallagriézou ével eur goabren, ha da béc’hejou ével eur vrumen ; distro étrézég énn-oun, râk da zasprénet em eûz.

23. Meûlit, én̄vou, râg ann Aotrou en deûz gréat trugarez ; tridit pennou ann douar ; embannit hé veûleûdi, ménésiou, koajou hag hoc’h holl wéz ; râg ann Aotrou en deûz dasprénet Jakob, ha lékéat en deûz hé c’hloar enn Israel.

24. Ével-henn é lavar ann Aotrou, péhini en deûz da zasprénet, péhini en deûz da zoaréet é kôv da vamm : Mé eo ann Aotrou a râ pép-trâ, a astenn ann én̄vou va-unan, a starta ann douar, ha dén gan-én̄.

25. Mé eo a laka da véza didalvez arouésiou ann diouganérien ; a laka da ziskianta ann divinerien ; a ziskar skian̄t ar ré fûr ; hag a laka hô gwiziégez da drei é follen̄tez.

26. Mé eo a zéven gér hé zervicher, hag a gâs da benn kuzul hé gannaded ; a lavar da Jéruzalem : Tûd a zeûiô enn-oud ; ha da geriou Juda : Savet é viot a-névez, hag é savinn hô tizeriou ;

27. A lavar d’al loun̄k : Béz séac’h, hag é tizec’hinn hé steriou ;

28. A lavar da Zirus : Va méser oud, hag é sévéni va holl ioul ; a lavar da Jéruzalem : Savet é vézi a-névez ; ha d’ann templ : Diazezet é vézi a névez.


————


XLV. PENNAD.


Ann Aotrou anavézet gan̄d ann holl vrôadou.


1. Ével-henn é lavar ann Aotrou da Zirus va C’hrist, em euz kéméret dré hé zourn, évit lakaad da bléga dira-z-han̄ ar brôadou, ha lakaad ar rouéed da drei hô c’hein ; évid digeri ann ôriou dira-z-han̄, ha na vézô serret pors é-béd.

2. Mé a iélô enn da raok ; tûd rôk ann douar a vuélinn ; ar persier arem a dorrinn, hag ar sparsou houarn a vrévinn.

3. Rei a rinn d’id ann ten̄zoriou kuzet, hag ar ré guzéta ; évit ma wézi pénaoz eo mé ann Aotrou, Doué Israel, péhini en deûz da c’halvet dré da hanô.

4. Enn abek da Jakob va zervicher, ha da Israel va dilennet, em eûz da c’halvet dré da hanô ; da les-hanvet em eûz ha n’éc’h eûz két va anavézet.

5. Mé eo ann Aotrou, ha n’eûz hini all é-béd : n’eûz kén Doué néméd-oun ; da c’hourizet em eûz, ha n’éc’h eûz két va anavézet,

6. Évit ma wezô ann holl, adaleg ar sâv-héol, bétég ar c’hus-héol pénaoz n’eûz Doué é-béd néméd-oun. Mé eo ann Aotrou, ha n’eûz két eunn all,

7. Péhini a zoaré ar goulou, hag a ra ann dévalien, a râ ar péoc’h, hag a ra ar poaniou ; mé eo ann Aotrou a râ kémen̄t-sé.

8. En̄vou, skuḻit hô klîz diouc’h kréac’h, ha ra gouézô ann dén-reiz é-giz glaô eûz ar c’hoabr ; ra zigorô ann douar, ha ra lakai da ziwana ar salver ; râ zavô kévret ar reizded. Mé eo ann Aotrou em eûz hé grouet.

9. Gwâ ann dén a éneb oud hé grouer, hén̄ péhini n’eo néméd eul léstr prî. Hag ar prî a lavar d’ar pôder : Pétrâ a réz-te ? Hag hép daouarn eo bét gréat da labour ?

10. Gwâ ann hini a lavar d’hé dâd : Pérâg éc’h eûs-té va en̄géhen̄tet ? Ha d’hé vamm : Pérâg éc’h eûs-té va ganet ?

11. Ével-henn é lavar ann Aotrou, san̄t Israel, hag ann hini en deûz hé c’hréat : Grît goulennou ouz-in diwar-benn ann traou da zon̄t, grît gourc’hémennou d’in é-kén̄ver va bugalé, hag é-kén̄ver labour va daouarn.

12. Mé eo em eûz gréat ann douar, ha mé eo em eûz krouet ann dén war-n-ézhan̄ ; va daouarn hô deûz astennet ann én̄vou, ha d’hô holl armé em eûz gourc’hémennet.

13. Mé eo a zavô anézhan̄ évid ar reizded, hag a lakai hé holl hen̄chou da véza éeun ; hén̄ a zavô va c’héar, hag a zieûbô va sklaved, hag hép gôbr na rôou, émé ann Aotrou, Doué ann arméou.

14. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Labourerien ann Éjipt, ha marc’hadourien ann Étiopia, ha tûd braz Saba a zeûi d’az kavout, hag hî a vézô d’id ; war da lerc’h é teûin̄t, gan̄d chadennou oud hô daouarn é kerzin̄t ; stoui a rain̄t dira-z-od, hag é pédin̄t ac’hanod, ô lavarout : N’eûz a Zoué némét gan-éz, ha n’eûz Doué all é-béd néméd da hini.

15. Té eo évit-gwîr ann Doué kuzet, Doué Israel, ar Salver.

16. Ar ré hô deûz gréat fazi a zô bét mézékéet, hag hî holl hô deûz rusiet ; éat in̄t kévret gôlôet a véz.

17. Israel a zô bét salvet gan̄d ann Aotrou gan̄d eur silvidigez peûr-baduz : na viot két mézékéet, ha na rusiot két a-héd ar c’han̄tvédou.

18. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou péhini en deûz krouet ann én̄vou, ann Doué péhini en deûz krouet ann douar, en deûz hé zoaréet, en deûz hé c’hréat : n’en deûz két hé grouet enn-aner ; évit ma choumché tûd war-n-ézhan̄ en deûz hé c’hréat. Mé eo ann Aotrou, ha n’eûz hini all é-béd.

19. N’em eûz két komzet é-kûz, enn eul léac’h téval eûz ann douar. N’em eûz két lavaret da wenn Jakob : Klaskit ac’hanoun enn-aner ; mé eo ann Aotrou a rô da anaout ar reizded, hag a embann ann éeunder.

20. En em strollit, ha deûit, ha tôstait kévret, c’houi péré a zô bét savétéet é-touez ar brôadou ; diwiziek eo ar ré péré a zâv hô c’hizelladur koat, hag a béd eunn doué ha na hell két hô savétéi.

21. Kélennit, ha deûit, hag en em guzulit kévret ; piou en deûz rôet da anaout kémen̄t-sé adaleg ar penn-ken̄ta, ha piou en deûz hé ziouganet ken̄t ? Ha né két mé ann Aotrou, ha Doué all a zô néméd-oun ? Mé eo ann Doué reiz, ha n’eûz Salver é-béd néméd-oun.

22. Trôid ouz-in eûz a holl bennou ann douar, hag é viot salvet ; râk Doué ounn, ha n’euz hini all é-béd.

23. Dré z-oun va-unan em eûz touet, ar gér a reiz-zé a zô éat er-méaz eûz va génou, ha na zistrôi mui :

21. Pénaoz pép glîn a blégô dira-z-oun, ha pép téôd a douô dré-z-oun.

25. Ha pép-hini a lavarô : Eûz ann Aotrou é teû va reizded ha va ners ; ar ré holl péré a énébé out-han̄ a zeûi étrézeg enn-han̄, hag a vézô mézékéet.

26. Enn Aotrou a vézô didamallet ha meûlet holl wenn Israel.


————


XLVI. PENNAD.


Ann Aotrou eo ar gwîr Zoué hép-kén.


1. Torret eo bét Bél, brévet eo bét Nabô : hô skeûdennou a zô bét lékéat war loéned ha war gézek ; ar péz a zougac’h a zô skûizuz ker pounner eo.

2. Torret ha brévet in̄t bét kévret : n’hô deûz két gellet savétei ar ré hô dougé, hag ar ré-man̄ a zô bét lékéat é sklavérez.

3. Sélaouit ac’hanoun, tî Jakob, ha c’houi holl zilerc’h Israel, c’houi péré a zougann aba ma oc’h ganet, adalek kôv hô mamm.

4. Mé hô tougô c’hoaz va-unan kén na viot kôz, mé hô tougô kén na vézô gwenn hô pléô ; mé em eûz hô kréat, ha mé hô tougô ; mé hô tieûbô.

5. Out piou hoc’h eûs-hu va lékéat da vézâ hen̄vel, ha va c’heidet, ha va hévelébékéet ? Piou hoc’h eûs-hu lékéat hén̄vel ouz-in ?

6. C’houi a denn aour euz hô ialc’h, hag a boéz arc’han̄t gan̄d ar valan̄s, hag a gémer eunn orféber, évid ôber eunn doué ; ma vézô stouet dira-z-han̄, ha ma vézô azeûlét.

7. Hé lakaad a réon̄t war hô diskoaz, hé zougen a réon̄t, hag é lékéon̄t anézhan̄ enn hé léac’h ; hag hén̄ a choum énô hép fin̄va ; hôgen pa c’harmin̄t out-han̄, na glevô két ; ha pa vézin̄t glac’haret, n’hô dieûbô két.

8. Hô pezet koun eûz a gémen̄t-sé, hag hô pezet méz ; distroît enn hô kaloun, tûd fallakr.

9. En̄vorit ar c’han̄tvédou ken̄t, pénaoz ounn Doué, ha n’eûz Doué all é-béd néméd-oun, ha n’eûz hini hén̄vel ouz-in.

10. Mé eo a ziougan adaleg ar penn-ken̄ta, ar péz a dlé c’hoarvézout da zivéza, ha pell araok ar péz ha né két c’hoarvézet c’hoaz, ô lavarout : Va c’huzul a vézo stard, ha va holl ioulou a vézô sévénet.

11. Mé a c’halvo eunn evn eûz ar sâv-héol, ha dén va ioul eûz a eur vrô bell ; hé lavaret em eûz, hag hé sévéninn ; hé lékéat em eûz em penn, hag her grinn.

12. Sélaouit ac’hanoun, tûd kalet a galoun, c’houi péré a zô pell diouc’h ar reizded.

13. Tôstéet em eûz va reizded, na vézô két daléet, ha va zilvidigez na vézô két gourzézet. Ar zilvidigez a likiinn é Sion, ha va gloar enn Israel.


————

XLVII. PENNAD.


Disman̄tr rouan̄télez Babilon.


1. Diskenn, azez er poultr, ô plac’h-iaouan̄k merc’h Babilon, azez war ann douar. N’eûz mui a drôn évid-od, merc’h ar C’haldéed, ha na vézi mui galvet bouk ha kizidik.

2. Trô ar méan-vilin, ha mâl ar bleûd ; diskouéz da benn noaz, dizôlô da ziskoaz, kerz da zivesker enn-noaz, treûz ar steriou.

3. Da vézégez a vézô dizôlôet, da zismégan̄s a vézô gwélet ; en em ven̄ji a rinn, ha dén na harzô ouz-in.

4. Hon daspréner, péhini a zô hé hanô Aotrou ann arméou, san̄t Israel a raiô ann traou-zé holl (M).

5. Azez, ha tâv, ha kéa enn amc’houlou, merc’h ar C’haldéed ; râk na vézi mui galvet itroun ar rouan̄télésiou.

6. Droug a oa savet enn-oun out va fobl, distolet em bôa va digwéz, hô lekéat em bôa étré da zaouarn. N’ec’h eûz két gréat a drugarez enn ho c’hén̄ver, gwall bounnéréet éc’h euz da iéô war ar ré gôz ;

7. Hag éc’h eûz lavaret : Da itroun é vézinn da-vikenn. N’éc’h eûz két mennet war gémen̄t-sé, ha né két deûet da zivez da goun d’id.

8. Sélaou éta bréma, té péhini a zô kizidik, a choum er fisian̄s, hag a lavar enn da galoun : Mé a zô, ha n’eûz hini dreist-oun. Na zeuinn két da véza in̄tan̄vez, ha na vézinn két hep bugalé.

9. Hôgen ann daou dra-zé a gouézô war-n-od war-eunn-drô enn eunn deiz, ar bréc’han̄der hag ann in̄tan̄vélez ; ann holl boaniou a gouézô war-n-od, enn abek d’al lôd brâz eûz da strobinellou, hag enn abek da galéder da strobinellerien.

10. Enn da zrougiez oud en em fisiet, hag éc’h eûz lavaret : N’eûz dén a gémen̄t am gwél ; gan̄d da furnez, ha gan̄d da wiziégez oud bét touellet ; ha lavaret éc’h eûz enn da galoun : Mé a zô, ha n’eûz hini dreist-oun.

11. Don̄ a rai ann drouk war-nod, ha na wézi két a béléac’h é teûi ; kouéza a rai wâr-n-od eur reûz, ha na helli ket harpa out-han̄ ; mac’het é vézi war-eunn-drô gan̄d eur boan ha na anavézez két.

12. Sav gan̄d da strôbinellerien, ha gan̄d al lôd brâz eûz da strôbinellou, da béré oud en em rôet gan̄t kémen̄d a strîv adalek da iaouan̄ktiz ; ha gwél hag hi a vézô talvoudek d’id, ha gwél ha té a vézô kréoc’h a gémen̄t-sé.

13. Skuizet oud bét gan̄d al lôd brâz eûz da guzulierien. Ra zavô bréma ann diouganerien péré a zellé oud ann én̄v, a arvesté ar stéred, hag a nivéré ar misiou, évid diougani d’id ann traou da-zon̄t, ha ra zavétain̄t ac’hanod.

14. Chétu in̄t deûet ével kôlô ; ann tân en deûz hô losket ; na zieûbin̄t két hô énéou eûz ar flamm grisias ; na choumô két a c’hlaou out péhini mon̄d da domma, nag a dân évid azéza enn hé gén̄ver.

15. Chétu pétrâ a zeûi ann holl draou-zé da béré é oaz en em rôet gan̄t kémén̄d a strîv ; ar varc’hadourien péré hô dôa gréat kéfridi gan-éz adalek da iaouan̄tiz a iélô pép-hini d’hé dû, ha na choumô hini évid da zieûbi.


————


XLVIII. PENNAD.


Dieûb Israel.


1. Sélaouit kémen̄t-man̄, tî Jakob, c’houi péré a zo galvet dré ann hanô a Israel, hag a zô savet eûz a zouréier Juda, c’houi péré a dou dré hanô ann Aotrou, hag hoc’h eûz koun eûz a Zoué Israel, nann er wirionez, nag er reizded.

2. Râg eûz ar géar zan̄tel hô deûz kéméret hô hanô, hag en em harpet in̄t war Zoué Israel, péhini a zô hé hanô Aotrou ann arméou.

3. Ann traou ken̄t em eûz dioûganet a neûzé, hag hî a zô deûet er-méaz eûz va génou, ha mé em eûz hô rôet da glévout : enn-eunn-taol in̄t bét gréat gan-én̄, hag hî a zô bét sévénet.

4. Rak mé a wié pénaoz oud kalet, pénaoz da c’houzoug a zô evel eur varren houarn, ha da dâl ével arem.

5. Hé ziouganet em eûz d’id a neûzé ; hé rôet em eûz da anaout d’id abarz ma teujé, gan̄d aoun na lavarjez : Va idolou eo hô deûz gréat kémen̄t-sé, va skeûdennou kizellet, va skeûdennou teûzet eo hô deûz gourc’hémennet kémen̄t-sé.

6. Kémen̄d éc’h eûz klévet, gwél-hi holl ; hôgen, c’houi, ha diouganet hoc’h eûz ? Traou névez a rôinn da anaout d’id bréma, traou kuzet, ha na anavézez két.

7. Bréma hô grann, ha nann a gen̄t : na oan̄t két abarz ann deiz-man̄, ha n’az pôa két klévet hanô anézhô, gan̄d aoun na lavarjez : Chétu mé hô gwié.

8. N’éc’h eûz két hô c’hlévet, n’éc’h eûz két hô anavézet, ha né két digoret da skouarn a vréma ; râk mé a oar évit-gwîr pénaoz é vézi eunn dén fallakr ; hag adalek kôv da vamm em eûz da c’halvet torrer va lézen.

9. Enn abek d’am hanô é pellainn va frouden ; hag em meûleûdi é likiinn eur vesken did, gan̄d aoun na varvchez.

10. Chétu em eûz da c’hlanet enn tân ; nann ével ann arc’han̄t ; da zilennet em eûz é fournigel ar baourentez.

11. Enn abek d’in, enn abek d’in her grinn, évit na vézô két drouk-prézeget ouz-in ; ha na rôinn két va gloar da eunn all.

12. Sélaou ac’hanoun, Jakob, ha té, Israel, péhini a c’halvann ; mé eo, mé eo ar c’hen̄ta, ha mé eo ann divéza.

13. Va dourn eo en deûz diazézet ann douar, va dourn déou eo en deûz men̄tet ann én̄vou, ; mé hô galvô, hag hî a zavô kévret.

14. En em strollit holl, ha sélaouit : Piou anézhô en deûz diouganet kémen̄t-sé ? Ann Aotrou en deûz hé garet ; hé ioul a rai é Babilon, hag hé vréac’h é-vézô war ar C’haldéed.

15. Mé eo, mé eo em eûz komzet, hag em eûz hé c’halvet ; hé zigaset em eûz, hag éeunet eo bét hé hen̄t.

16. Tôstait ouz-in, ha sélaouit ann dra-man̄ : Adaleg ar penn ken̄ta n’em eûz két komzet é-kûz ; enn amzer ma eo c’hoarvézet, édounn énô ; ha bréma ann Aotrou Doué hag hé spéred en deûz va c’haset.

17. Ével-henn é lavar ann Aotrou da zaspréner, san̄t Israel : Mé eo ann Aotrou, da Zoué, a zesk d’id ann traou talvouduz, a rén ac’hanod enn hen̄t é péhini é kerzez.

18. A-ioul az pijé heûliet va gourc’hémennou ; da béoc’h a vijé deûet ével eur ster, ha da reizded ével koummou ar môr.

19. Da wenn a vijé deûet ével ann tréaz, ha frouez da gorf ével hé villigou ; na vijé két bét dispennet, hag hé hanô na vijé ket bét lamet a zira-z-oun.

20. Id er-méaz eûz a Vabilon, tec’hid diouc’h ar C’haldéa ; tridit ha rôid da anaout ar c’hélou-zé ; embannit-hô bété penn ar béd. Livirit : Ann Aotrou en deûz dasprénet Jakob hé zervicher.

21. N’hô deûz két bét séc’hed enn distrô, pa en deûz hô digaset ; tennet en deûz dour évit-hô eûz ar méan ; faoutet eo bét ar méan gan̄t-han̄, hag ann dour a zô rédet.

22. N’eûz kéd a béoc’h évid ar ré fallagr, émé ann Aotrou.


————


XLIX. PENNAD.


Ar Mési distolet gan̄d Israel, ha kaset d’ar brôadou.


1. Sélaouit, énézi ; ha likiid évez, poblou a-bell : Ann Aotrou en deûz va c’halvet abaoé ma ounn ganet ; adalek kôv va mamm en deûz bét koun enn-oun.

2. Ével eur c’hlezé lemm en deuz lékéat va génou ; gan̄t skeûd hé zourn en deûz va gwarézet, va lékéat en deûz ével eûr zaez dilennet ; enn hé dron̄s en deûz va c’huzet.

3. Hag hén̄ en deûz lavaret d’in : Va zervicher oud, Israel, ha mé en em veûlô enn-od.

4. Ha mé em eûz lavaret : Enn-aner em eûz labouret, héb abek hag enn-aner em eûz dislébéret va ners ; râk-sé va barn a zô gan̄d ann Aotrou, ha gôbr va labour gan̄t va Doué.

5. Ha bréma é lavar ann Aotrou, péhini en deûz va doaréet adalek kôv va mamm da zervicher d’ézhan̄, évit ma tigasinn Jakob a-névez étrézég enn-han̄, ha pétrâ-bennâg n’en em unan két Israel gan̄t-han̄, mé a vézô meûlet dirâg ann Aotrou, ha va Doué a zeûi da véza va ners.

6. Hag hén̄ a lavaraz : Nébeûd eo é vijez da zervicher d’in évit lakaad da zével breûriézou Jakob, hag évit lakaad da zistrei ouz-in dilerc’hiou Israel. Chétu é rôann ac’hanod da c’houlou d’ar brôadou, évit ma vézi va silvidigez bété pennou ann douar.

7. Ével-henn é lavar ann Aotrou, daspréner Israel, hag hé zen̄t, oud ann éné disprizet, out sklâv ann drec’herien : Ar rouéed a wélô, hag ar brin̄sed a zavô, hag hî a stouô enn abek d’ann Aotrou, péhini a zô bét féal, ha da zan̄t Israel, péhini en deûz da zilennet.

8. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Enn amzer vâd em eûz klévet ouz-id, hag é deiz ar zilvidigez em eûz da gen-nerzet ; da viret em eûz, hag em eûz da rôet da gévrédigez d’ar bobl, évit ma savchez ann douar, ha m’ez pijé ann digwésiou skiñet.

9. Évit ma lavarchez d’ar ré a oa er vâc’h : Id er-méaz ; ha d’ar ré a oa enn amc’houlou : Bézit goulaouet. War ann hen̄chou é peûrin̄t, hag enn holl gompézennou é vézô hô feûrvan.

10. N’hô dévézô két naoun, n’hô dévézô két séc’hed, hag ar c’hrouéz hag ann héol na gouézô két war-n-ézhô : râg ann hini en deûz truez out-hô hô rénô, hag hô c’hasô da éva é feun̄teûniou ann douréier.

11. Ha mé a lakai va holl vénésiou enn hen̄t, ha va raven̄chou a vézô uc’héléet.

12. Chétu hî a zeûi a bell ; lôd euz ann han̄tez-nôz, lôd eûz ar c’hûs-héol, ha lôd all eûz ar c’hrésteiz.

13. Kanit, én̄vou, trid, douar, meûlit, ménésiou ; râg ann Aotrou en deuz fréalzet hé bobl, truez en deûz bét oud hé béorien.

14. Ha Sion é deuz lavaret : Ann Aotrou en deûz va dilézet, ann Aotrou en deûz va an̄kounac’héet.

15. Hag eur c’hrég a hell an̄kounac’haad hé bugel ; hag hî n’é dévézô két a druez out mâb hé c’hôv ? Ha pa zeûfé-hî d’hé an̄kounac’haat, na an̄kounac’hainn két ac’hanod.

16. Chétu em euz da skrivet em dourn : da vuriou a zô bépréd dira-z-oun.

17. Ar ré a dlé da zével a-névez a zô deûet ; ar ré a zispenné, hag a skiñé ac’hanod, a zô éat er-méaz ac’hanod.

18. Saô da zaoulagad enn-drô d’id, ha gwél ; ar ré-zé holl en em stroll, hag a zeû d’az kavout : Evel ma ounn béô, émé ann Aotrou, é wiski ar ré-man̄ holl ével eur zaé, hag é likii anézhô war da drô ével eur c’hrég.

19. Râk da lec’hiou didûd, da lec’hiou distrô, ha da zouar gwastet a vézô ré en̄k évid ar ré a choumô enn-hô ; hag ar ré a loun̄ké ac’hanod a déc’hô pell.

20. Bugalé da heskder a lavarô c’hoaz oud da ziskouarn : En̄k eo al léac’h-man̄ d’in ; grâ eul léac’h éc’hon d’in ma chouminn enn-han̄.

21. Ha té a lavarô enn da galoun : Piou en deûz ganet ar ré-man̄ d’in, ha mé hesk, ha na c’hanenn két, ha mé divrôet, ha sklâv ? Piou en deûz maget ar ré-man, ha mé dilézet ha va-unan ; a béléac’h in̄t-hi deûet ?

22. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu éc’h astenninn va dourn d’ar brôadou, hag é savinn va arouéz dirâg ar boblou ; hag hî a zigasô da vipien étré hô divrec’h, hag a zougô da verc’hed war hô diskoaz.

23. Ar rouéed a vézô da vagérien d’id, hag ar rouanézed da vagérézed d’id ; hî a azeûlô ac’hanod ô lakaad hô génou oud ann douar, hag a lipô poultr da dreid. Ha té a wézô pénaoz éo mé ann Aotrou, ha pénaoz ar ré a laka hô géd enn-oun na vézin̄t két mézékéet.

24. Ha béz’ é helleur tenna hé breiz dioud eunn dén kré, pé dieubi hé sklâv dioud eunn dén galloudek ?

25. Hôgen ével-henn é lavar ann Aotrou : Ar ré a oa bét preizet gan̄d ann dén kré a vézô tennet diout-han̄, hag ar ré a oa bét lékéat da sklaved gan̄d ann dén galloudek, a vézô dieûbet. Ar ré hô dôa da varnet a varninn, ha da vugalé a zieûbinn.

26. Ha mé a lakai da énébourien da zibri hô c’hîg hô-unan, ha d’en em vezvi gan̄d hô goad hô-unan, ével gan̄t gwîn c’houék : ha pép kîk a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou da Zalver, ha da zaspréner kré, ô Jakob.


————


L. PENNAD.


Disman̄tr énébourien ar Mési.


1. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Pétrâ eo ar skrid-rann-zé, gan̄t péhini em euz kaset-kuît da vamm ? Pé piou eo ar c’hrédour-zé d’in da béhini em eûz hô kwerzet ? Chétu enn abek d’hô fallagriézou oc’h bét gwerzet, hag enn abek d’hô kwallou em eûz kaset-kuît hô mamm.

2. Râk deûet ounn, ha na va dén ; galvet em eûz, ha dén n’en deûz va c’hlevet. Ha berréet, ha bihanéet eo va dourn, évit na helfenn mui hô taspréna ? Ha n’em eûz mui ann ners d’hô tieûbi ? Chétu gan̄t va gourdrouz é likiinn ar môr da véza hesk, hag é tizec’hinn ar steriou ; ar pesked a vreinô hép dour hag a varvô gan̄d ar sec’hed.

3. A dévalien é wiskinn ann én̄vou, hag ével eûz a eur sac’h é c’hôlôinn anézhô.

4. Ann Aotrou en deûz rôet d’id eunn téôd gwiziek, évit ma hellinn harpa gan̄d ar gér ann hini a zô skuîz, diouc’h ar min̄tin é sâv ac’hanoun, diouc’h ar min̄tin é sâv va skouarn, évit ma sélaouinn anézhan̄ ével eur mestr.

5. Ann Aotrou Doué en deûz digoret va skouarn, ha n’em eûz két énébet outhan̄ ; n’ounn két bét éat war va c’hîz.

6. Va c’horf em eûz rôet d’ar ré a skôé gan-én̄, ha va divoc’h d’ar ré a zaché war va barô ; n’em eûz két distrôet va daoulagad dioud ar ré a gunuc’hé ac’hanoun, hag a skôpé ouz-in.

7. Ann Aotrou Doué eo va skoazeller ; râk-sé n’ounn két bét mézékéet ; rôet em euz va dremm ével eur méan ar c’haléta, hag é ouzonn pénaoz na vézinn két mézékéet.

8. Tôst eo ann hini a zidamall ac’hanoun, piou a énébo ouz-in ? Kerzomp kévret, piou eo va énébour ? Ra dôstai ouz-in.

9. Chétu ann Aotrou Doué a zô da skoazeller d’in : piou a damallô ac’hanoun ? Chétu hî holl a vreinô ével diḻad ; gan̄d ann tartouz é vézin̄t débret.

10. Piou ac’hanoc’h a zouj ann Aotrou, hag a zélaou mouéz hé zervicher ? Ann hini a valé enn dévalien, ha n’en deûz két a c’houlou, ra lakai hé c’héd é hanô ann Aotrou, ha r’en em harpô war hé Zoué.

11. Chétu c’houi holl hoc’h eûz c’houézet tân, hoc’h eûz lékéat flammou da zével enn-drô d’é-hoc’h ; baleit é goulou hô tân, hag er flammou hoc’h eûz lékéat da zével ; gan̄t va dourn eo bét gréat kémen̄t-sé d’é-hoc’h ; enn hô klac’hariou é kouskot.


————


LI. PENNAD.


Jéruzalem dic’hlac’haret.


1. Sélaouit ac’hanoun, c’houi péré a heûl ar reizded, hag a glask ann Aotrou ; arvestit ar méan a béhini oc’h bét trouc’het, hag ar poull doun a béhini oc’h bét tennet.

2. Arvestit Abraham hô tâd, ha Sara péhini é deûz hô kanet ; râg hé c’halvet em eûz hé-unan, hé venniget em eûz, hag hé gresket em eûz.

3. Dré-zé ann Aotrou a zic’hlac’harô Sion, hag a zic’hlac’harô hé holl zizériou ; hén̄ a drôi hé zistrô enn eul léach dudiuz, hag hé léac’h didûd enn eul liors d’ann Aotrou. Kavet é vézô enn-hî al lévénez hag al lîd, ann trugarézou hag ar c’hanaouennou a veûleûdi.

4. Sélaoûit ac’hanoun, va fobl ; va brôad, rôit skouarn d’in ; râg al lézen a zeûi ac’hanoun, ha va barn a vézô da c’houlou ha da éhan d’ar boblou.

5. Tôst eo va dén-reiz, er-méaz eo deûet va Zalver, ha va divrec’h a varnô ar boblou ; ann énézi a c’hortozô ac’hanoun, hag a lakai hô géd em bréac’h.

6. Savit hô taoulagad étrézég ann én̄v, hag izélait-hô étrézég ann douar : râg ann én̄v a ziaézô ével ar môged, hag ann douar a iélô é poultr ével eur zaé ; hag ar ré a choum war-n-ézhan̄ a iélô-da-nétra ével-t-han̄ ; hôgen va zilvidigez a vézô peûr-baduz, ha va reizded a vézô dizivez.

7. Sélaouit ac’hanoun, c’houi péré a anavez ar reizded ; c’houi, va fobl, péré hoc’h eûz va lézen enn hô kalounou ; n’hô pézet két a aoun râk dismégan̄s ann dûd, ha na zoujit két hô drouk-prézégou.

8. Râg ével eur zaé é vézin̄t débret gan̄d ar prén̄ved, ével ar gloan é vézin̄t kriñet gan̄d ann tartouz ; hôgen va zilvidigez a vézô peûr-baduz, ha va reizded a badô da vikenn.

9. Sâv, sâv, kémer da ners, bréac’h ann Aotrou ; sâv ével enn deisiou kôz, ével é penn ar béd. Ha né két té éc’h eûz skoet gan̄d ann dén rôk, hag éc’h euz glazet ann aérouan̄t ?

10. Ha né két té eo éc’h eûz dizéc’het ar môr, ha douréier al loun̄k brâz ; éc’h eûz gréat eunn hen̄t é gwéled ar môr, évit ma trémenché ar ré éz pôa dieûbet.

11. Ével-sé ar ré a vézo bét dasprénet gan̄d ann Aotrou, a zistrôi, hag hi a zeûi da Zion enn eur gana ; eul lévénez peûr-baduz a vézô war hô fennou, al lîd hag al laouénidigez a vézô gan̄t-hô, ar boan hag ar c’heinvan a dec’hô diout-hô.

12. Mé, mé va-unan eo a zizoaniô ac’hanoc’h : piou oud-dé évit m’az pé aoun rag eunn dén marvuz, râk mab ann dén a zizéc’hô ével ar géot ?

13. Ha té éc’h eûz an̄kounac’héet ann Aotrou da grouer, péhini en deûz astennet ann én̄vou, ha diazézet ann douar ? Hag éc’h eûz krénet bépréd dirâk frouden ann hini a heskiné ac’hanod, hag a oa daré d’az kolla : péléac’h éma bréma frouden da heskiner ?

14. Ann hini a gerz da zigéri a zeûi abarz némeûr, n’hô lézô két da vervel bétég ann divéza, hag hé vara na ziouerô két.

15. Râk mé eo ann Aotrou, da Zoué, péhini a géflusk ar môr, hag a laka ar c’hoummou da zével : Aotrou ann arméou eo va hanô.

16. Lékéat em eûz va gériou enn da c’hénou, ha dindân skeûd va dourn em euz da warézet, évit ma plan̄ti ann én̄vou, ma tiazézi ann douar, ha ma liviri da Zion : Va fobl oud.

17. Dihun, dihun, sâv, Jéruzalem, té péhini éc’h eûz évet eûz a zourn ann Aotrou kôp hé vuanégez : bété gwéled kôp ar mored éc’h eûz évet, bétég al lec’hid éc’h eûz sunet.

18. Eûz ann holl vugalé é deûz ganet, n’eûz hini a gémen̄t a harpé anézhi : hag eûz ann holl vugalé é deûz maget, n’eûz hini a gémen̄t a astenfé hé zourn d’ézhi.

19. Daou dra zô hag a gouézô war-n-od : piou en dévézô truez ouz-id ? Ar gwastadur, hag ann disman̄tr, ann naounégez, hag ar c’hlézé : piou a zic’hlac’harô ac’hanod ?

20. Da vugalé a zô kouézet ; gourvézet in̄t é penn ar ruou ével eunn tarô gouéz enn eul lindâg : gwalc’het in̄t bét gan̄t buanégez ann Aotrou, gan̄t kélen da Zoué.

21. Râk-sé sélaou kémen̄t-man̄, paour kéaz ; hag en em vezv ; nann gan̄t gwîn.

22. Ével-henn é lavar ann trec’her, ann Aotrou, da Zoué, péhini a stourmô évid hé bobl : Chétu é tenninn eûz da zourn kôb ar môred, kôp va buanégez éc’h eûz évet bétég al lec’hid ; na évi mui anézhan̄ hivizikenn.

23. Hôgen mé hé lakai étré daouarn ar ré hô deûz da vuéléet, hag hô deûz lavaret d’as éné : Stou, m’az aimp ébiou ; lékéat éc’h eûz da gorf ével eunn douar, hag ével eunn hen̄t d’ann dréménidi.


————

LII. PENNAD.


Gloar ha vuelded ar Mési.


1. Sâv, sâv, Sion, gwisk da ners, gwisk saéou da c’hloar, Jéruzalem, kéar ar San̄t : râk na dréménô mui dré-z-oud dén dienwad na dén dic’hlan é-béd.

2. Deûz er-méaz eûz ar poultr, sâv : azez, Jéruzalem : torr chadennou da c’houzoug, ô sklavez merc’h Sion.

3. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Évit nétrâ oc’h bét gwerzet, hag héb arc’han̄t é viot dasprénet.

4. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Va fobl a ziskennaz gwéchall enn Ejipt, évit choum énô : hag Assur en deûz hé wasket héb abek.

5. Hôgen bréma pétrâ a dléann-mé da ôber, émé ann Aotrou, pa eo kaset tûd va fobl er-méaz héb abek ? Hô dréc’herien a wall-gas anézhô enn eunn doaré direiz, émé ann Aotrou, hag héd ann deiz é trouk-prézégon̄t gan̄t va hanô.

6. Râk-sé é anavézô va fobl va hanô enn deiz-zé ; ha mé péhini a gomzé gwéchall, chétu mé bréma.

7. Péger kaer eo treid ann hini a ziougan hag a brézég ar péoc’h ; a ziougan ar mâd, a brézeg ar zilvidigez, hag a lavar da Zion : Da Zoué a rénô !

8. Da c’hédérien a gomzô ; sével a rain̄t hô mouéz, hag é veûlin̄t kévret ; rag hî a wélô gan̄d hô daoulagad pénaoz en dévézo ann Aotrou distrôet Sion.

9. En em laouénait, ha meûlit kévret, distrôiou Jéruzalem, ô véza m’en deûz ann Aotrou dic’hlac’haret hé bobl, ha dasprénet Jéruzalem.

10. Ann Aotrou en deûz diskouézet hé vréac’h san̄tel dirâg ann holl vrôadou ; hag holl harzou ann douar a wélô silvidigez hon Doué-nî.

11. It kuît, ît kuît, ît er-méaz ac’hanô, na likiid hô tourn war nétrâ a ve saotret ; ît er-méaz eûz hé c’hreiz, en em c’hlanit, c’houi péré a zoug listri ann Aotrou.

12. Râk n’az éot két er-méaz enn dispac’h, na gerzot két enn tec’h : râg ann Aotrou a iélo enn hô raok, ha Doué Israel hô strollô.

13. Chétu va servicher a vézô poellek ; hén̄ en em c’horréô, hag en em zavô, hag a vézô brâz-meûrbed.

14. Ével ma eo bét saouzanet meûr a hini diwar da benn, ével-sé é vézô dic’hloar da wélout dirâg ann dûd, hag enn eunn doaré displéd dirâk bugalé ann dûd.

15. Hén̄ a zourô kalz a vrôadou, ar rouéed a zerrô hô génou dira-z-han̄ : râg ar ré da béré né oa két bét diouganet, her gwélô, hag ar ré n’hô doa két bét klévet hanô anézhan̄, hen arvestô.


————


LIII. PENNAD.


Gloasiou ha marô ar C’hrist.


1. Piou en deûz krédet d’hol lavar ? Ha da biou eo bét disklériet bréac’h ann Aotrou ?

2. Sével a rai dirâg ann Aotrou ével eur vrousgwézen, hag ével eur c’hrisien a zeû eûz a eunn douar séac’h : n’en deûz na kaerded, na géned ; hé wélet hon eûz, ha né oa nétrâ a gaer enn-han̄, a gémen̄t a rôjé c’hoan̄t d’é-omp d’hé wélout.

3. Eunn dén displéd eo, hag ann distéra eûz ann dûd, eunn dén a c’hlac’har, hag a oar pétrâ eo gouzan̄vi ; ével kuzet eo hé zremm ; disprizet eo, ha n’hon eûz két hé anavézet.

4. Kéméret en deûz évit-gwîr hon doaniou, hag hor glac’hariou en deuz douget : ha nî hon eûz hé zellet ével eunn dén lovr, ével eunn dén skôet gan̄d Doué ha vuéléet.

5. Hôgen hén̄ a zô bét gôlôet a c’houliou enn abek d’hor fallagriézou ; brévet eo bét enn abek d’hor gwallou ; kastiz hor péoc’h a zô kouézet war-n-ézhan̄, ha gan̄d hé vlon̄sou omb bét iac’héet.

6. Ni holl a zô en em faziet ével dén̄ved war hon hen̄t ; pép-hini ac’hanomp a zô bét kildrôet ; hag ann Aotrou en deûz hé garget eûz hor gwallou holl.

7. Kenniget eo bét, ô véza ma eo bét fellet gan̄t-han̄ ; ha n’en deûz két digoret hé c’hénou ; ével eunn dan̄vad da laza eo bét kaset, hag ével eunn oan mûd eo bét rôet d’ann touzer, ha na zigorô két hé c’hénou.

8. Goudé ann an̄ken, goudé ar varn eo bét savet ; piou a zanévellô hé wenn ? Râg hén̄ a zô bét rannet euz a zouar ar ré véô ; enn abek da béc’héjou va fobl em eûz skôet war-n-ézhan̄.

9. Hag hén̄ a rôi ar ré fallagr évid hé véz, hag ann hini pinvidik évid hé varô ; ô veza n’en deûz két gréat a fallagriez, ha n’eûz két bét a drôidel enn hé c’hénou.

10. Hag eo bét fellet gan̄d ann Aotrou hé vrévi enn hé wander ; mar rô hé éné évid ar péc’hed, é wélô hé wenn ô padout pell ; hag ioul ann Aotrou a zévénô enn hé zourn.

11. Hén a wélô ar frouez eûz a boan hé éné, hag hén̄ en dévézô hé walc’h. Ével ma eo reiz va servicher, é tidamallô meûr a hini gan̄d hé wiziégez ; hag hén̄ a zougô hô fallagriézou.

12. Râk-sé é rôinn d’ézhan̄ da lôd kalz a dûd ; hag hén̄ a rannô ann diwiskou gan̄d ar ré gré, ô véza ma en deûz rôet hé éné d’ar marô, ha ma eo bét nivéret é-touez ann dud fallagr ; ha ma en deûz douget péc’héjou eul lôd brâz a dûd, ha ma en deûz pédet évit ar ré a dorr al lézen.


————


LIV. PENNAD.


Kévrédigez ann Aotrou gan̄t Jéruzalem.


1. En em veûl, grég vréc’han̄, pa na c’hanez két : en em veûl ha kân, pa na wilioudez két : râg ann hini a zô dilézet é deûz mui a vugalé, égéd ann hini é deûz eunn ozac’h, émé ann Aotrou.

2. Astenn léac’h da delt, ha lédana ar c’hrec’hin a c’hôlô da deltou ; na zalé két : hirra da gerdin, ha stard da dachou.

3. Râk té a iélô a zéou hag a gleiz : da wenn é dévézô ar brôadou da zigwéz, hag a iélô da choum er c’hériou didûd.

4. N’az péz kéd a aoun, râk na vézi két mézékéet, ha na zeûi két da rusia : n’az pézô kéd a véz, râg an̄kounac’haad a rî dismégan̄s da iaouan̄ktiz, ha n’az pézô mui a goun eûz a vézégez da in̄tan̄vélez.

5. Râg ann hini en deûz da c’hréat a vézô da vestr d’id : Aotrou ann arméou eo hé hanô ; ha da zaspréner eo San̄t Israel ; Doué ann douar holl é vézô galvet.

6. Râg ann Aotrou en deûz da c’halvet ével eur c’hrég dilézet, ha glac’haret a spéred, ével eur c’hrég a zô bét kaset-kuît adaleg hé iaouan̄ktiz, émé da Zoué.

7. Évid eunn nébeûd amzer em eûz da zilézet, ha gan̄d eunn drugarez vrâz é strollinn ac’hanod.

8. Distrôet em eûz va daoulagad diouz-id évit némeûr, é amzer va buanégez ; hôgen gan̄t truez em eûz sellet ouz-id da-vikenn, émé ann Aotrou, da zaspréner.

9. Gréat em eûz évid-od ar péz em eûz gréat é amzer Noé. Ével ma em eûz touet pénaoz na zigaschenn mui douréier Noé war ann douar ; ével-sé em eûz touet pénaoz na vuanékafenn mui enn da énep, ha na damallfenn mui ac’hanod.

10. Râg ar ménésiou a vézô kéflusket, hag ar c’hrec’hiennou a grénô ; hôgen va zrugarez n’en em dennô két diouz-id ; ha na vézô két horellet kévrédigez va féoc’h, émé ann Aotrou péhini en deûz truez ouz-id.

11. Paour kéaz, péhini a zô bét ker pell horellet gan̄d ann arné, hép dic’hlac’har é-béd ; chétu mé a zavô da vein enn hô reiz, hag a ziazézô ac’hanod gan̄t safirou.

12. Sével a rinn da gériou kré gan̄t jasp (T), da bersier gan̄t mein kizellet, ha da holl harzou gan̄t mein dilennet.

13. Da holl vugalé a vézô desket gan̄d ann Aotrou : hag hî hô dévézô kalz a béoc’h.

14. Er reizded é vézi diazézet : pellaad a rî diouc’h ar man̄tr, hép m’az pézô aoun ra-z-han̄, ha diouc’h ar spoun̄t, ô véza na dostai két ouz-id.

15. Chétu é teûi tûd da choum enn-od, ha na oan̄t két gan-én̄ ; hag ar ré a ioa divrôidi évid-od, en em unvanô gan-éz.

16. Mé eo em euz gréat ar gôf péhini a c’houéz ann tân er glaou, évid ôber ar binviou a béré en deuz ézomm évid hé labour ; mé eo em euz gréat al lazer évid dispenna pép-trâ.

17. Kémen̄d arm a vézô bét gréat enn da énep n’az ai két râg-eunn ; ha té a varno kémen̄t téôd a zavô enn da énep er varn. Hen-nez eo digwéz servichérien ann Aotrou ; hag hô reizded dirâ-z-oun, émé ann Aotrou.


————


LV. PENNAD.


Ann Aotrou a c’halv ann holl d’ar feiz.


1. C’houi holl péré hoc’h eûz séc’hed, deûit étrézég ann douréier ; c’houi péré n’hoc’h eûz két a arc’han̄t, hastit, prénit ha debrit ; deûit, prénit héb archan̄t, hag hép kemm é-béd, ar gwîn hag al léaz.

2. Pérâg é likit-hu hoc’h arc’han̄t er péz ha na hell két rei bara, hag hô labour er péz ha na hell két gwalc’ha ? Sélaouit ac’hanoun, ha débrit ar péz a zô mâd, hag hoc’h éné en em lardô el lévénez.

3. Dinaouit hô skouarn, ha deûit étrézég enn-oun ; sélaouit, hag é vévô hoc’h éné ; ha mé a rai gan-é-hoc’h eur gévrédigez peûr-baduz, hag a startai trugarézou David.

4. Chétu em eûz hé rôet da dést d’ar boblou, da réner ha da gélenner d’ar brôadou.

5. Chétu é c’halvi eur vrôad, ha na anavézez két ; hag ar brôadou ha na anavézé két ac’hanod, a rédô étrézég enn-od, enn abek d’ann Aotrou, da Zoué, ha da Zan̄t Israel, ô véza ma en deûz da veûlet.

6. Klaskit ann Aotrou, en̄dra ma hell béza kavet ; galvit-hén̄, en̄dra ma éma tôst.

7. Ra zilézô ann dén difeiz hé hen̄t, hag ann dén fallagr hé vénosiou, ha ra zistroi étrézeg ann Aotrou ; hag hén̄ a rai trugarez enn hé gén̄ver ; hag étrézég hon Doué, râg hén̄ a zo daré da drugarézi :

8. Râk vâ ménosiou n’in̄t két hô ménosiou, hag hoc’h hen̄chou n’in̄t két va hen̄chou, émé ann Aotrou.

9. Râg ével ma éma ann én̄vou uc’héloc’h égéd ann douar, ével-sé va hen̄chou a zô uc’héloc’h égéd hoc’h hen̄chou, ha va ménosiou uc’héloc’h égéd ho ménosiou.

10. Hag ével ma tiskenn ar glaô hag ann erc’h diouc’h ann én̄v, ha na zistrôon̄t mui dî ; hôgen, ma touron̄t ann douar, m’az éon̄t dreist-han̄, m’hel lékéon̄t da gellida, da rei hâd d’ann hader, ha bara da zibri :

11. Ével-sé é rai va gér, ann hini a iélô er-méaz euz va génou ; na zistroi két étrézég enn-oun difrouez ; hôgen ôber a rai ar pez a fellô d’in, hag é sévénô ann traou évit péré em euz hé gaset.

12. Râg el lévénez éz éot-kuît, hag er péoc’h é viot kaset. Ar menésiou hag ar c’hrec’hiennou a ganô kanaouennou a veûleûdi dira-z-hoc’h, hag holl wéz ar vrô a stlakô ével ma ho défé daouarn.

13. É léac’h al lavan̄d é savô ar sapr, hag é léac’h al linad é kreskô ar mirtr ; hag ann Aotrou a vézô brûdet gan̄d hé hanô, ha gan̄d eunn arouéz peûr-baduz, ha na vézô bikenn diverket.


————


LVI. PENNAD.


Gourdrouzou a-enéb Israel.


1. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Mirid ar varn, ha grîd ar reizded : râg abars némeur é teûi va zilvidigez, hag en em ziskouezô va reizded.

2. Gwenvidig eo ann dén a râ kémen̄t-sé, ha mâb ann dén péhini a heûl ann dra-zé ; péhini a vîr ar sabbat héb hé zaotra, hag a ziwall na rajé hé zaouarn droug é-béd.

3. Ha na lavaret két ann diavésiad, péhini a vézô en em rôet d’ann Aotrou : Ann Aotrou en deûz va rannet, va diframmet dioud hé bobl ; ha na lavaret két ar spâz : Chétu mé a zô eur c’héf krin.

4. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou d’ar spazéien : D’ar ré a vîr va deisiou sabbat, a zilenn ar pez a ioulann, hag a zalc’h va c’hévrédigez,

5. É rôinn eul léac’h em zî hag é-kreiz va môgériou ; hag eunn hanô a vézô gwelloc’h égét mipien ha merc’hed ; eunn hanô peûr-baduz a rôinn d’ézhô, ha na vézô bikenn kollet.

6. Ma en em rô bugalé ann diavésiad d’ann Aotrou, ma azeûlon̄t anézhan̄, mar karon̄t hé hanô, ha mar bézon̄t servichérien d’ézhan̄ ; kémen̄d hini a virô ar sabbat, héb hé zaotra, hag a zalc’hô va c’hévrédigez,

7. É tigasinn anézhô war va ménez san̄tel, hag é laouénainn anézhô é tî va féden. Ar sakrifisou hag ann hostivou a gennigin̄t war va aoter a vézô hétuz d’in : râk va zi a vézô galvet tî ar béden évid ann holl boblou.

8. Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou Doué, péhini a stroll ar ré skiñet euz a Israel : Strolla a rinn c’hoaz out-han̄ ar ré en em strollô gan̄t-han̄.

9. Loéned ar parkou, loéned ar c’hoajou, deûit holl da loun̄ka.

10. Hé évésidi a zô dall holl ; diwiziek in̄t holl ; châs mûd in̄t péré na hellon̄t két harza, péré a wél teûsiou, a gousk, hag a gâr ann huvréou.

11. Châs divézet in̄t, péré n’in̄t morsé gwalc’het ; mésérien in̄t, péré n’hô deûz poell é-béd : pép-hini a zistrô enn hé hen̄t ; pép-hini a glask hé c’hounid, adaleg ar brasa bétég ar bihana.

12. Deûit, evomp, hag en em vezviomp ; ha bézet war-c’hoaz ével hiriô, ha c’hoaz ouc’h-penn.


————


LVII. PENNAD.


Ann Aotrou a zigasô ar péoc’h war ann douar.


1. Ann dén reiz a varv, ha dén na laka évez enn hé galoun. Ann dûd trugarézuz a zô tennet er-méaz, râk n’eûz dén a gémen̄t en défé poell ; râg ann dén reiz a zô bet tennet er-méaz évit pellaad diouc’h ann drougiez.

2. Ra zeûi ar péoc’h ; ra c’hourvézô enn hé wélé ann hini en deûz baléet enn hen̄t éeun.

3. Deûit aman̄, bugalé ann diouganérez, gwenn ann avoultrer hag ar c’hrék-fall.

4. A biou hoc’h eûs-hu gréat goab ? Diwar benn piou hoc’h eûs-hu digoret ho kénou, hag astennet hô téod ? Ha n’oc’h-hu két bugalé ar gwall, gwenn ar gaou ?

5. C’houi péré a glask hô tizoan enn hô touéed dindân ann holl wéz déliaouuz, péré a lâz hô pugaligou er frouden, dindân ar réc’hier uc’hél ?

6. É mein ar froud éc’h eûz lékéat da fisian̄s ; énô éma da lôd : braoued-kennig éc’h eûz skuḻet war-n-ézhô, sakrifisou éc’h eûz gréat d’ézhô ; ha na zavô két a zroug enn-oun diwar-benn kémen̄t-sé ?

7. War eur ménez uc’hel-brâz éc’h eûz lékéat da wélé ; hag oud piñet dî évit laza hostivou.

8. Adré ann ôr, adré ar postou éc’h eûz lékéat da idolou ; râg en em zizôlôet oud dira-z oun, hag éc’h eûz digéméret ann avoultrer ; lédanéet eo da wélé gan-éz, hag éc’h eûz gréat kévrédigez gan̄t-hô : karet éc’h eûz hô gwélé, é péléac’h-bennâg ma éc’h eûz hé wélet.

9. En em lardet oud évit plijoud d’ar roué, kalz louzou-c’houés-vâd éc’h eûz lékéat enn-drô d’id. Da gannaded éc’h eûz kaset pell, ha bétég ann ifern oud en em vuéléet.

10. El lôd brâz eûz da hen̄chou oud bét skuizet ; ha n’éc’h eûz két lavaret : Éhana a rinn : ar vuézégez éc’h eûz kavet gan̄d da zourn ; râk-sé n’éc’h eûz két va fédet.

11. Râk piou éc’h eûs-té bét aoun, évit béza lavaret gévier, évit béza va an̄kounac’héet, hép menna enn da galoun ? O véza ma tavann, ha ma ounn ével pa na wélchenn két, éc’h eûz va an̄kounac’héet.

12. Mé a embannô da reizded, ha da ôbériou na dalvézin̄t két d’id.

13. Pa c’harmi, ra zeûi d’az dieûbi ar ré éc’h eûz strollet ; hôgen ann avel hô skiñô holl, eur c’houézaden hô c’hasô-kuît. Hogen ann hini a laka hé fisian̄s enn-oun, en dévézô ann douar é digwéz, hag a biaouô va ménez san̄tel.

14. Ha mé a lavarô : Grid eunn hen̄t, aozid ann hen̄t, en em dennit diwar ar raven̄t, tennid ar sparlou diwar hen̄t va fobl.

15. Râg ével-henn é lavar ann Uc’hel-meûrbéd, ann Doué brâz péhini a choum er beûr-badélez, hag en deûz da hanô ar San̄t : El léac’h uc’hel-meûrbéd, el léac’h san̄tel é choumann, ha gan̄d ar spéred vuel ha keûziek ; évit rei ar vuez d’ar spéred vuel, évit rei ar vuez d’ar galoun keûziek.

16. Râk na strivinn két da-vikenn, ha na vuanékainn két bétég ann divez : râg ar spérédou a zô deûet er-méaz ac’hanoun, ha mé eo em euz gréat ann énéou.

17. Enn abek d’hé fallagriez ha d’hé bizoni ounn buanékéet, hag em eûz skôet gan̄t-han̄ : en em guzet ounn dira-z-han̄ em buanégez, hag hén̄ a zô éat ével eur ribler é hen̄t hé galoun.

18. Hé hen̄chou em eûz gwélet, hag em eûz hé iac’héet ; hé zigaset em eûz, hé fréalzet em eûz, hén̄ hag ar ré a wélé diwar hé benn.

19. Krouet em eûz ar péoc’h, frouez va muzellou, ar péoc’h d’ann hini a zô pell, ha d’ann hini a zô tôst, émé ann Aotrou, hag em eûz hé iac’héet.

20. Hôgen ar ré fallagr a zô ével eur môr diboell, péhini na hell két sioulaat, hag a léd hé goummou leun a éon hag a fan̄k.

21. N’eûz kéd a béoc’h évid ar ré fallagr, émé ann Aotrou Doué.


————


LVIII. PENNAD.


Ann ôberiou a drugarez eo réd da zévéni.


1. Garm, ha na éhan ; sâv da vouéz ével eur c’horn-boud ; embann d’am bobl hé wallou, ha da dî Jakob hé béc’héjou.

2. Râk bemdez é klaskon̄t ac’hanoun, hag é fell d’ézhô anaout va hen̄chou, ével eur vrôad é dévijé heûliet ar reizded, ha né dévijé két dilézet barnédigez hé Doué ; kuzul é c’houlennon̄t digan-én̄ diwar-benn barnédigézou ar reizded ; béz’ é fell d’ézhô tôstaad ouc’h Doué.

3. Pérâg hon eûz-ni iunet, émé-z-hô, ha n’éc’h eûz két sellet ouz-omp ? Hon eûz-ni vuéléet hon énéou, ha n’éc’h eûz két hé wézet ? Chétu enn deiz é péhini é iunit en em gav hoc’h ioul, hag é c’houlennit kémen̄d a zô dléet d’é-hoc’h.

4. Chétu é iunit évit breûdou ha ren̄daélou ; hag é skôit didruez gan̄d hô tourn. Na iunit két ével ma hoc’h eûz gréat bété vréma, ô lakaad da glévout hô karm kenn uc’hel.

5. Hag hen-nez eo ar iûn em eûz dilennet, ma wanô eunn dén hé éné héd eunn deiz ? Ma kroummô hé benn ével eur c’helc’h, ma c’hourvézô war ar sâc’h ha war al ludu ? Ha kémen̄t-sé a c’halvit eur iûn, hag eunn deiz hétuz d’ann Aotrou ?

6. Ar iûn em eûz dilennet ha né két ken̄toc’h héman̄ ? Torr chadennou ar fallagriez, diskarg bec’hiou ar ré a zô mac’het ; kâs dieûb ar ré a zô é sklavérez, ha torr ann holl c’héviou.

7. Rann da vara gan̄d ann hini en deûz naoun, ha digas enn da dî ar ré baour, hag ar ré zivrôet ; pa wéli eur ré enn-noaz, gwisk-hén̄, ha na zispriz két da gîk da-unan.

8. Neûzé da c’houlou a darzô ével goulou-deiz, hag é teûi buan da véza iac’h ; da reizded a gerzô enn da raok, ha gloar ann Aotrou az dilennô.

9. Neûzé é c’halvi, hag ann Aotrou a zélaouô ouz-id ; é c’harmi, hag é lavarô : Chétu mé. Mar tennez ar chaden eûz da zargreiz, ma éhanez da astenna da vîz, ha da gomza enn eunn doaré dizéréad :

10. Mar ken-nerzez a-galoun-vâd ann hini en deûz naoun, mar fréalzez ar ré c’hlac’haret, da c’houlou a zavô enn dévalien, ha da dévalien a vézô ével ar c’hrésteiz.

11. Ann Aotrou a rôi d’id éhan bépréd, hag a leûniô da éné gan̄d hé skédou, hag a lardô da eskern ; hag é vézi ével eul liors douret bépréd, hag ével eur feun̄teun é péhini na ziouér két ann dour.

12. Al lec’hiou enn-od péré a vézô didûd pell a vézô, a zeûi da véza leûn a ziez ; té a zavô diazézou kalz brôadou ; ha té a vézô galvet saver girsier, hag aozer raven̄tou évid ann éhan.

13. Ma na gerzez két é deiz ar sabbat, ma na réz két da ioul em deiz santel, mar galvez ar sabbat eunn éhan dudiuz, eunn deiz san̄tel hag hétuz d’ann Aotrou, mar mirez anézhan̄ héb heûlia da hen̄chou, hép klaskout da ioul, hép komza enn-anér :

14. Neûzé é kavi da zudi enn Aotrou, ha mé az gorréô dreist ar péz a zô ann uc’héla war ann douar, hag é rôinn d’id évid en em vaga digwéz Jakob da dâd ; râg génou ann Aotrou en deûz komzet.


————


LIX. PENNAD.


Péc’héjoû Israel a vîr na vézô dieûbet.


1. Chétu né két berréet dourn ann Aotrou, évit na hellfé két dieûbi, ha né két pounnéréet hé skouarn, évit na hellfe két klévout.

2. Hôgen hô fallagriézou eo hô deûz lékéat eur rann étré c’houi hag hô Toué, hag hô péc’héjou eo hô deûz kuzet hé zremm diouz-hoc’h, évit na zélaouô két ouz-hoc’h.

3. Râg hô taouarn a zô saotret gan̄d ar goâd, hag hô piziad gan̄d ar fallagriez ; hô muzellou hô deûz lavaret gévier, hag hô téôd gwall gompsiou.

4. N’eûz dén a c’halv ar reizded, nag a varn gan̄t gwirionez ; hôgen lakaad a réon̄t hô fisian̄s é nétrâ, ha na lévéron̄t némét gévier : ar c’hlac’har a en̄géhen̄ton̄t, hag ar fallagriez a c’hanon̄t.

5. Viou aspik hô deûz dozvet, ha gwiad-kefnid hô deûz gwéet. Néb a zébrô euz hô viou, a varvô ; ha ma hô lékéeur da wiri, é savô eur bazilik anézhô.

6. Hô lien na rai két a ziḻad d’ézhô ; n’en em c’hôlôin̄t két gan̄d hô labour ; râk didalvez eo hô ôberiou, hag eul labour a fallagriez eo labour hô daouarn.

7. Hô zreid a réd étrézeg ann droug, hag hî a hast da skuḻa ar goad dinam. Ménosiou didalvez eo hô ménosiou ; gwastadur ha gwask n’eûz kén enn hô hen̄chou.

8. Na anavézon̄t két hen̄t ar péoc’h, ha n’eûz két a reizded enn hô c’hamméjou ; raven̄chou trôidelluz hô deûz en em c’hréat ; piou-bennâg a gerz enn-hô na anavez két ar péoc’h.

9. Râk-sé ar varnédigez a bella diouz-omp, hag ar reizded na hell két hon tizout ; ar goulou a c’hortozomp, ha chétu ann dévalien ; ar skéd, hag é valéomp enn amc’houlou.

10. Pafala a réomp a-héd ar môgériou ével tûd-zall, toulbaba a réomp ével pa vemp dilagad ; en em steki a réomp da grésteiz ével pa vé nôz, enn dévalien émomp ével tûd-varô.

11. Iuda a réomp ével oursed, grougousa hag hirvoudi a réomp ével koulmed ; ar varn a c’hôrtozomp, ha né két deûet ; ar zilvidigez, hag eo pélléet diouz-omp.

12. Râk paottet eo hor fallagriézou dira-z-oud, hag hor péc’héjou hô deûz tésténiet enn hon énep ; râg hor gwallou a zô gan-é-omp, hag hor fallagriézou a anavézomp.

13. Péc’het hon eûz, gévier hon eûz lavaret a-éneb ann Aotrou ; distrôet omp, évit na gerzchemp két war-lerc’h hon Doué, ô gwall-gomza, ô terri hé lézen ; en̄géhen̄tet hon eûz, hag hon eûz ganet eûz hor c’haloun gériou gaou.

14. Ar varnédigez é deuz trôet hé c’hein d’é-omp hag ar reizded a zô éat pell : râk diskaret eo bét ar wirionez el leûr-géar, hag ann éeunded n’en deûz két géllet mon̄d enn-hi.

15. Hag ar wirionez a zô bét an̄kounac’héet ; hag ann hini a zô en em dennet diouc’h ann drouk a zô bét mac’het ; hag ann Aotrou en deûz hé wélet ; hag eo bét drouk dira-z-han̄, ô véza na oa mui a reizded.

16. Hag hén̄ a wélaz pénaoz na oa mui a zén ; hag é oé souézet ô véza na zavé hini enn hé énep ; hag hé vréac’h hé-unan a zieûbaz anézhan̄, hag hé reizded hé-unan a gen-nerzaz anézhan̄.

17. Râg hén̄ en deuz gwisket ar reizded ével eunn hobrégon, hag ar zilvidigez ével eunn tôk-houarn ; ével eur zaé é wisk hé ven̄jan̄s, ével gan̄d eur van̄tel en em c’hôlô gan̄d hé oaz.

18. En em ven̄ji a rai, kastiza a rai enn hé vuanégez ar ré a stourm out-han̄, ôber a rai d’hé énébourien ar péz a zellézon̄t, disteûrel a rai d’ann énézi hervez hô ôberiou.

19. Ar ré a zô war-zû ar c’hûs-héol a zoujô hanô ann Aotrou, hag ar ré a zô war-zû ar sâv-héol, hé c’hloar ; pa zeûi ével eur ster c’harô lusket gan̄t spéred ann Aotrou ;

20. Pa zeûi eûz a Zion eunn daspréner, d’ar ré eûz a Jakob péré a zistrôi eûz hô fallagriez, émé ann Aotrou.

21. Chétu ar gévrédigez a rinn gan̄t-hô, émé ann Aotrou ; va spéred, péhini a zô enn-od, ha va gériou, péré em euz lékéat enn da c’hénou, n’az ain̄t két kuît eûz da c’hénou, nag eûz a c’hénou da wenn, nag eûz a c’hénou gwenn da wenn, éme ann Aotrou, da vikenn.


————


LX. PENNAD.


Gloar iliz ann Aotrou.


1. Sâv, lûc’h, Jéruzalem ; râk deûed eo da c’houlou, ha gloar ann Aotrou a zô savet war-n-od.

2. Râk chétu ann dévalien a c’hôlô ann douar, hag ann amc’houlou ar boblou ; hogen ann Aotrou a zavô war-n-od, hag hé c’hloar a vézô gwélet enn-od.

3. Hag ar brôadou a valéô enn da c’houlou, hag ar rouéed é skéd da zâv.

4. Saô da zaoulagad enn-drô d’id, ha gwél ; ar ré-zé holl en em stroll, hag a zeû d’az kavout ; da vipien a zeûi a bell, ha da verc’hed a zavô a bép tû d’id.

5. Neûzé é wéli, hag é vézô brâz da lévénez ; da galoun a vézô souézet hag a dridô, pa drôi étrézég enn-od madou brâz ar môr, pa zeûi pinvidigézou ar brôadou d’az kavout.

6. Eul lôd brâz a gan̄valed a c’hôlôi ac’hanod, drémédaled Madian hag Éfa. Ar ré holl eûz a Zaba a zeûi, ô kâs did aour hag ézan̄s, hag oc’h embanna meûleûdiou ann Aotrou.

7. Holl zén̄ved Sédar en em strollô enn-od, tourzed Nabajot a zervichô d’id ; kenniget é vézin̄t war va aoter a drugarez, ha mé a leuniô a c’hloar tî va meûrded.

8. Piou eo ar ré-man̄ péré a nîch ével koabrennou, hag ével koulmed a zistrô d’hô c’houldri ?

9. Râg ann énezi a c’hortoz ac’hanoun, ha listri ar môr ivé pell-zô, évid digas da vugalé a bell, hag hô arc’han̄t hag hô aour gan̄t-hô, é hanô ann Aotrou da Zoué, ha san̄t Israel, péhini en deûz da garget a c’hloar.

10. Bugalé ann diavésidi a zavô da vuriou, hag hô rouéed é zervichô ac’hanod : râg em buanégez em eûz skôet gan-éz, hag em madélez em eûz bét truez ouz-id.

11. Da bersier a vézô digor bépréd ; na vézin̄t serret na deiz na nôz, évit ma vézô digaset d’id pinvidigézou ar broadou, ha ma teûi hô rouéed d’az kavout.

12. Râg ar vrôad hag ar rouan̄télez ha na zervichô két ac’hanod a iélô-da-nétra ; hag ar brôadou-zé a vézô gwastet ével eunn distrô.

13. Gloar al Liban a zeûi enn-od, ar sapr, hag ar beuz, hag ivé ar gwéz-pîn, évit kin̄kla léac’h va san̄tuar ; ha mé a lakai da véza énoret léac’h va zreid.

14. Bugalé ar ré hô dôa da vuéléet a zeûi d’az kavout enn eur stôui, hag ar ré holl péré a zrouk-komzé gan-éz a azeûlô roudou da dreid, hag a c’halvô ac’hanod kéar ann Aotrou, Sion san̄t Israel.

15. O véza ma oud bét dilézet, ha kaséet, ha na dréméné dén dré-z-oud, é likiinn ac’hanod é gloar enn holl gan̄tvédou, hag é lévénez enn holl rummou.

16. Té a zunô léaz ar brôadou, ha gan̄t bronnou ar rouéed é vézi maget ; ha té a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou a zieûb ac’hanod, ha kré Jakob a zasprén ac’hanod.

17. É léac’h arem é tigasinn aour, hag é léac’h houarn é tigasinn arc’han̄t ; hag é léac’h koad, arem, hag é léac’h mein, houarn ; lakaad a rinn ar péoc’h da réna war-n-od, hag ar reizded da vléña ac’hanod.

18. Na vézô mui klévet a fallagriez enn da zouar, nag ann disman̄tr, nag ar mâc’h enn da harzou ; ann dieûb a vézô enn-drô d’as muriou, hag ar veûleûdi é-tâl da bersier.

19. N’az pézô mui ann héol évid da c’houlaoui a-héd ann deiz, na goulou al loar évid da skléraat ; hôgen ann Aotrou a vézô d’id da c’houlou peûr-baduz ; ha da Zoué a vézô da c’hloar.

20. Da héol na guzô mui, ha da loar na zigreskô mui ; râg ann Aotrou a vézô d’id da c’houlou peûr-baduz, ha deisiou da c’hlac’har a vézô éat ébiou.

21. Da bobl a vézô tûd reiz holl ; bez’ hô dévézô ann douar da-viken, hi zô ar wenn péhini em euz plan̄tet, labour va daouarn évit va meûli.

22. Ann distéra a zeûi da vîl, hag ar bihana da eur vrôad ar gréva : mé ann Aotrou a rai kémén̄t-sé enn-eunn-taol enn hé amzer.


————


LXI. PENNAD.


Prézégérez ann Aviel.


1. Spéred ann Aotrou a zô war-n-oun ; dré-zé en deûz va éôliet ann Aotrou ; va c’haset en deûz évit prézégi ann aviel d’ar ré gûn̄, évit iac’haad ar ré a zô man̄tret hô c’haloun, ha diougani hô diéréadur d’ar sklaved, hag ann dieûb d’ar ré a zô er bac’hiou.

2. Évid diougani bloavez trugarézuz ann Aotrou ha deiz ven̄jan̄s hon Doué ; évid dic’hlac’hari ar ré a lén̄v :

3. Évit prédéria ar ré eûz a Zion péré a wél ; ha rei d’ézhô eur gurunen é léac’h ludu, éôl lévénez é léac’h glac’har, eur wisk a veûleûdi é léac’h eur spéred a an̄ken ; hag é vézô galvet enn-hi tûd galloudek er reizded, plan̄tennou ann Aotrou, évid hé veûli.

4. Hag hî a leûnio a ziez al lec’hiou a oa didûd pell a ioa, hag a assavô ann dizériou kôz ; névézi a rain̄t ar c’hériou dilézet ha gwastet a bell amzer.

5. Ann diavésidi a zavô hag a vésô hô tropellou ; ha bugalé ann diavésidi a vézô da arérien ha da winiérien d’é-hoc’h.

6. Hôgen c’houi a vézô galvet béléien ann Aotrou ; servichérien hon Doué é viot hanvet ; gan̄t madou ar brôadou é viot maget, hag hô meûrded a vézô da c’hloar d’é-hoc’h.

7. É léac’h ar véz daou-blég hô lékéa da rusia, hî a veûlô hô lôd ; râk-sé é piaouin̄t enn hô douar eur gôbr daou-blég, hag hî hô dévézô eul lévénez peûr-baduz ;

8. Râk mé eo ann Aotrou péhini a gâr ar reizded, hag a gasa ar skrâb er sakrifis ; er wirionez é likiinn hô ôbériou, hag eur gévrédigez peûr-baduz a rinn gan̄t-hô.

9. Hô gwenn a vézô anavézet é-mesk ar brôadou, hag hô c’hreskou é-touez ar boblou : ar ré holl péré hô gwélô, hô anavézô évit béza ar wenn a zô bét benniget gan̄d ann Aotrou.

10. Gan̄d eul lévénez vrâz en em laouénainn enn Aotrou, ha va éné a dridô em Doué : râk va gwisket en deuz gan̄t gwiskou ar zilvidigez, va gôlôet en deûz gan̄t man̄tel ar reizded, ével eur pried kin̄klet gan̄d eur gurunen, hag ével eur brîed kaéréet gan̄d hé bragéérézou.

11. Râg ével ma laka ann douar hé hâd da zével, hag ével ma laka eul liors hé hâd da hégina, ével-sé ann Aotrou Doué a lakai da hégina hé reizded, hag hé veûleûdi dirâg ann holl vrôadou.


————


LXII. PENNAD.


Gloar Jéruzalem. Péoc’h Israel.


1. Na davinn két enn abek da Zion, na éhaninn két enn abek da Jéruzalem, kén n’en em ziskouézô hé dén reiz ével eur skéd, kén na losko hé Salver ével eur c’hleûzeur.

2. Ar brôadou a wélô da zén reiz, hag ann holl rouéed da zén brudet : eûz a eunn hanô névez é vézi galvet, a vézô bét rôet d’id gan̄t génou ann Aotrou.

3. Eur gurunen a c’hloar é vézi é dourn ann Aotrou, hag eunn taled a roué é dourn da Zoué.

4. Na vézi mui galvet ann dilézet ; ha da zouar na vézô mui galvet ann disman̄tret ; hôgen té a vézô galvet va muia-karet, ha da zouar ann douar a zô pobl enn-han̄ ; râg ann Aotrou en deûz lékéat hé garan̄tez enn-od ha da zouar a vézô leûn a dûd.

5. Ann ozac’h iaouan̄k a choumô gan̄d ar plac’h-iaouan̄k hé c’hrég, ha da vugalé a choumô enn-od. Ann ozac’h en em laouénai gan̄d hé c’hrég, ha da Zoué en em laouénai gan-éz.

6. War da vuriou, Jéruzalem, em eûz lékéat gwarded ; na davin̄t bikenn nag enn deiz, nag enn nôz ; c’houi péré hoc’h eûz koun eûz ann Aotrou, na davit két,

7. Ha na rôit két a béoc’h d’ézhan̄, kén na startai Jéruzalem, ha n’hé lakai da veûleudi war ann douar.

8. Touet en-deûz ann Aotrou dré hé zourn déou, ha dré hé vréac’h kré : na rôinn mui da éd d’as énébourien évid en em vaga, ha bugalé ann diavésidi na évin̄t mui da wîn, péhini en deûz rôet kémen̄d a boan d’id.

9. Hôgen ar ré hô deûz dastumet da éd, a zebrô anézhan̄, hag a veûlô ann Aotrou, hag ar ré hô deuz kutuḻet da wîn, a évô anézhan̄ em leurennou san̄tel.

10. Tréménit, tréménit dré ar persier, aozit ann hen̄t évid ar bobl, kompézit ann hen̄t, tennid ar vein, ha savid ann arouéz d’ar boblou.

11. Chétu ann Aotrou a rô da glévout kémen̄t-man̄ bétég harzou ann douar. Livirit da verc’h Sion : Chétu é teû da Zalver : chétu éma hé c’hôbr gan̄t-han̄, hag hé ôber dira-z-han̄.

12. Hag hî a vézô galvet ar bobl san̄tel, ar ré zasprénet gan̄d ann Aotrou. Ha té a vézô galvet ar géar glasket, ha nann ar géar dilézet.


————


LXIII. PENNAD.


Trugarézou ann Aotrou é-kén̄ver Israel.


1. Piou eo hé-man̄ a zeû eûz a Édom, gan̄d hé ziḻad livet eûz a Vosra ? Hé-man̄ péhini a zo kaer enn hé zaé, hag a valé gan̄t kalz a ners. Mé eo, a gomz hervez ar reiz, hag a stourm évit savétei.

2. Pérâg éta eo rûz da zaé, ha da ziḻad hen̄vel oud ré ann hini a vac’h ar gwîn er waskel ?

3. Va-unan em euz mac’het ar gwîn, ha né oa hini eûz ar boblou gan-en̄ ; hô mac’het em euz em frouden, hô gwasket em eûz em buanégez ; hag hô goad a zô bét strin̄ket war va zaé, hag eo bét saotret gan-én̄ va holl ziḻad.

4. Râk deiz ar ven̄jan̄s a zô em c’haloun, bloaz va dasprénadurez a zô deûet.

5. Sellet em eûz enn-drô d’in, ha na oa dén évit va skoazella ; klasket em eûz, ha na oa dén évit va c’hen-nerza ; ha va bréac’h va-unan é deûz va dieûbet, ha va frouden va-unan é deûz va skoazellet.

6. Ha mé em eûz gwasket ar boblou em frouden, hag em eûz hô mezviet em buanégez, hag em eûz diskaret hô ners d’ann douar.

7. Koun em bézô eûz a drugarézou ann Aotrou ; meûli a rinn ann Aotrou évit kémen̄d en deuz gréat enn hor c’hén̄ver, évid ann holl vadou en deûz rôed da di Israel, en deûz skuḻet war-nézhan̄ hervez hé vadélez, hag hervez al lôd brâz eûz hé drugarézou.

8. Hag hén̄ en deûz lavaret : Koulskoudé va fobl eo ; bugalé dinac’h in̄t ; hag hén̄ a zô deûet da Zalver d’ézhô.

9. Enn hô holl c’hlac’har né két bet glac’haret, hag ann éal a zô dira-z-han̄ en deûz hô dieûbet : enn hé garan̄tez hag enn hé drugarézou en deûz hô dasprénet ; hô douget en deûz, hô c’horréet en deûz é péb amzer.

10. Hôgen hi hô deûz hé héget, hag hô deûz glac’haret spéred hé Zan̄t ; hag hén̄ a zô deûet da énébour d’ézhô hag en deûz stourmet out-hô.

11. Hôgen koun a zô deûet d’ézhan̄ eûz a zeisiou ken̄t Moizez hag hé bobl. Péléac’h éma ann hini en deuz hô zennet eûz ar môr gan̄t meserien hé dropel ? Péléac’h éma ann hini en deûz lékéat enn hô c’hreiz spéred hé Zan̄t ?

12. Péhini en deûz kéméret Moizez dré hé zourn déou, hag en deûz hé harpet gan̄t bréac’h hé veûrded ; péhini en deûz rannet ann douréier enn hô raok, évid ôber d’ézhan̄ eunn hanô peûr-baduz :

13. Péhini en déûz hô c’haset a-dreûz d’al loun̄k, ével eur marc’h enn distrô ha na strébo két.

14. Ével eul loen a ziskenn er gompézen, en deûz hé rénet spéred ann Aotrou ; ével-sé éc’h eûz rénet da bobl, évid ôber d’id eunn hanô a c’hloar.

15. Sell eûz ann én̄v, ha gwél eûz da dî san̄tel, hag eûz a drôn da c’hloar. Péléac’h éma da oaz ha da ners ? Péléac’h éma da garan̄tez vrâz ha da drugarézou ? En em deûrel a réont war-n-oun.

16. Râk té eo hon tâd ; hag Abraham n’en deûz két hon anavézet, hag Israel n’en deûz két gwézet piou e oamp ; hôgen té, Aotrou, a zô hon tâd, hag hon daspréner ; ha peûr-baduz eo da hanô.

17. Pérâg, Aotrou, éc’h eûs-té holl lékéat da fazia diwar da hen̄chou ; hag éc’h eus-té kalédet hor c’halounou, évit na zoujemp két ac’hanod ? Distrô, enn abek d’as servichérien, da vreûriézou da zigwéz.

18. Ével nétrâ hô deûz piaouet da bobl san̄tel ; hon énébourien hô deuz mac’het da zan̄tuar.

19. Deûet omp, ével ma oamp er penn-ken̄ta pa na oaz két da Aotrou d’é-omp, ha pa na oa két galvet da hanô war-n-omp.


————


LXIV. PENNAD.


Péden évit goulenni dieûb Israel.


1. A-ioul é rogfez ann én̄vou, hag é tiskennfez ; ar ménésiou a zinaoufé dira-z-od.

2. Teûzi a rajen̄t ével war eunn tân grisiaz ; ann douréier a zeûjé ével tân, évit ma vijé brudet da hanô é-touez da énébourien, ha ma krénché ar brôadou dira-z-od.

3. Pa rî da vurzudou, na hellimp két hô gouzan̄vi ; diskennet oud, hag ar ménesiou a zô bét dinaouet dira-z-od.

4. Adaleg ar penn-ken̄ta ann dûd n’hô deûz két klevet, ar skouarn n’é deûz két sélaouet, al lagad n’en deûz két gwélet, néméd-od, ô Doué, ar péz éc’h eûz aozet évid ar ré a c’hortoz ac’hanod.

5. Diambrouget éc’h eûz ar ré a oa el lévénez, hag a zévéné ar reizded ; enn da hen̄chou, hi hô dévézô koun ac’hanod. Chétu té a zô savet droug enn-od, ô véza ma hon eûz péc’het ; er péc’hed omb bét bépréd, hôgen salvet é vézimp.

6. Ha nî holl a zô deûet ével eunn dén dic’hlan, hag hon holl reizdédou a zô hén̄vel out lien ar misiou ; hag ével ann délien omp kouézet holl, hag hor fallagriézou hô deuz hor c’haset gan̄t-hô ével eunn avel.

7. N’eûz dén a gément a c’halvché da hanô, a zavché hag en em stagfé ouz-id. Kuzet éc’h eûz da zremm ouz-omp, hag éc’h eûz hor brévet enn-abek d’hor fallagriez.

8. Hôgen bréma, Aotrou, té eo hon tâd, ha nî n’omp némét prî : té eo éc’h eûz hor gréat, ha labour da zaouarn omb holl :

9. Na zavet két eunn drouk brâz enn-od, Aotrou, ha n’az péz mui a goun eûz hor fallagriez ; sell ouz-omp, da bobl omb holl.

10. Kéar da zan̄t a zô deûet ével eunn distrô ; Sion a zô didûd, Jéruzalem a zô glac’haret.

11. Tî hor san̄télédigez, hag hor gloar, é péhini hô deûz da veûlet hon tadou, a zô bét dévet gan̄d ann tân, hag hon holl draou kaer a zô bét dispennet.

12. Goudé-zé, Aotrou, ha té en em zalc’hô c’hoaz ? Ha té a davô, hag a c’hlac’harô ac’hanomp gan̄d diboell ?


————


LXV. PENNAD.


Galvidigez ar Jen̄tiled. Dilerc’h ar Iuzevien miret.


1. Ar ré béré na lékéan̄t két hô fréder enn-oun, hô deûz va c’hlasket ; ar ré béré na glaské két ac’hanoun, hô deuz va c’havet. Lavaret em euz : Chétu mé, chétu mé, da eur vrôad péhini na c’halvé két va hanô.

2. Astenned em eûz va daouarn héd ann deiz étrézég eur bobl diskrédik, péhini a gerz enn eunn hen̄t ha né két mâd, oc’h heulia hé vénosiou ;

3. Étrézég eur bobl, péhini a ra dira-z-oun ar péz a dlé va argadi ; péhini a lâz hostivou el liorsou, hag a râ sakrifisou war aotériou brikennou ;

4. Péhini a choum er bésiou, hag a gousk é templou ann idolou ; a zebr kîk môc’h, hag a laka eur braoued di-zan̄tel enn hé listri,

5. Péhini a lavar : Pella diouz-in, na dôsta két ouz-in, râk dic’hlan oud. Hî a vézô eur môged é deiz va frouden, enn tân hag a lôskô héd ann deiz.

6. Chétu eo skrivet dira-z-oun : na davinn két, hôgen rôet ha distolet é vézô gan-én̄ war hô askré.

7. Hô fallagriézou-c’houi, ha fallagriézou hô tadou kévret, émé ann Aotrou, péré hô deuz gréat sakrifisou war ar ménésiou, hag hô deûz va mézékéet war ar c’hrec’hiennou ; hag é ven̄tinn hô ôberiou ken̄t enn hô askré.

8. Ével-henn é lavar ann Aotrou : É-c’hîz, pa gaveur eur c’hreûnen gaer enn eur bôd-rézin, é lévéreur : na wall két anézhi, râk bennoz a zô war-n-ézhi ; ével-sé é rinn é-kén̄ver va zervicherien, n’hô c’hollinn két holl.

9. Eûz a Jakob é likinn eur wenn da zével, hag eûz a Juda unan a biaouô va ménésiou ; hag ar ré em bézô dilennet hô dévézo é digwéz ann douar-zé, ha va zervicherien a choumô énô.

10. Ar mésiou a vézô da barkou d’ann dén̄ved, ha traon̄ien Ac’hor da éc’hoaz d’ar zaoud, da ré va fobl, péhini en dévézô va c’hlasket.

11. Hôgen c’houi, péré hoc’h eûz dilézet ann Aotrou, péré hoc’h eûz an̄kounac’héet va ménez san̄tel, péré hoc’h eûz savet eunn daol da zouéez ar madou, hag a skûḻ braoued-kennig war-n-ézhi ;

12. Mé hô lakai da gouéza dindân ar c’hlézé, hag holl é varvot el lazérez-zé ; ô véza ma em eûz galvet, ha n’hoc’h eûz két respoun̄tet, ma em eûz komzet, ha n’hoc’h euz két klévet ; ma hoc’h eûz gréat ann drouk dirâg va daoulagad, ha ma hoc’h eûz dilennet ar péz ha na fellé két d’in.

13. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu va zervichérien a zebrô, ha c’houi hô pézô naoun : chétu va zervichérien a évô, ha c’houi hô pézô séc’hed ;

14. Chétu va zervichérien en em laouénai, ha c’houi a vézô mézékéet ; chétu va zervichérien a veûlô, hag a dridô enn hô c’haloun, ha c’houi a c’harmô é glac’har hô kaloun, hag a iudô é man̄tr hô spéred.

15. Ha c’houi a zilézô hoc’h hanô ével eunn touadel d’am ré-zilennet ; hag ann Aotrou Doué az lazô, hag a rôi eunn hanô all d’hé zervichérien.

16. Ann hini a vézô benniget enn hanô-zé war ann douar, a vézô benniget é Doué ar wirionez ; hag ann hini a douô war ann douar, a douô é hanô Doué ar wirionez ; râg ann an̄kéniou ken̄t a vézô lékéat enn an̄kounac’h, hag a vézô kuzet dirâk va daoulagad.

17. Râk mé a grouô én̄vou névez, hag eunn douar névez ; ha na vézô mui a goun eûz ar ré gen̄ta, ha na zeûin̄t mui er spéred.

18. Hôgen en em laouénaad a réot, hag é tridot da-vikenn er péz a grouinn ; râk mé a ia da groui Jéruzalem enn tridérez, hag hé bobl el lévénez.

19. Ha mé a dridô é Jéruzalem, hag en em laouénai em pobl ; ha na vézô mui klévet enn hé c’hreiz a glemvan nag a c’harm.

20. Na vézô mui énô a vugel a nébeûd a zeisiou, nag a gôziad ha na leûniô két hé zeisiou ; râg ar bugel a gan̄t vloaz a varvô, hag ar péc’her a gan̄t vloaz a vézô milliget.

21. Hî a zavô tiez, hag a choumô enn-hô ; hî a blan̄tô gwini, hag a zebrô hé frouez.

22. Na zavin̄t két a dî, évit ma choumô eunn all enn-han̄ ; na blan̄tin̄t két, évit ma tebrô eunn all ; hôgen deisiou va fobl a vézô kenn hir ha deisiou ar wézen, ha labour hô daouarn a vézô hir-baduz.

23. Va ré-zilennet na labourin̄t két enn-aner, ha na c’hanin̄t két enn an̄ken ; râg gwenn benniget ann Aotrou é vézin̄t, hag hô bugalé bihan gan̄t-hô.

24. C’hoarvézoud a rai pénaoz abarz ma c’harmin̄t, é klévinn out-hô ha pa gomzin̄t c’hoaz, mé hô sélaouô.

25. Ar bleiz hag ann oan a beurô kévret, al léon hag ann éjenn a zebrô kôlô ; hag ar poultr a vézô da voéd d’ann aer ; na rain̄t két a zroug, ha na lazin̄t két war va holl vénez san̄tel, émé ann Aotrou.


————


LXVI. PENNAD.


Kastiz ar ré-fallagr. Galvidigez ar Jen̄tiled.


1. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Ann én̄v eo va c’hador, hag ann douar skabel va zreid : pé dî a zafot-hu d’in ? Ha péhini eo léac’h va arzaô ?

2. Va dourn eo en deûz gréat kémen̄t-sé, hag in̄t bet gréad holl, émé ann Aotrou : out piou é sellinn-mé, néméd oud ar paour-kéaz, a zô man̄tret hé galoun, hag a grén pa gomzann.

3. Ann hini a lâz eunn éjenn, a zô ével ann hini a lazché eunn dén ; ann hini a rô ar marô da eunn oan, a zô ével ann hini a dorr hé benn da eur c’hi ; ann hini a ra eur braoued-kennig d’in, a zô ével ann hini a gennigfé goad eunn houc’h. Ann hini a zeû da goun d’ézhan̄ dévi ézan̄s, a zô ével ann hini a azeûl eunn idol-bennâg. Kémen̄t-sé holl hô deuz dilennet enn hô hen̄chou, hag hô éné en deûz kavet hé zudi er fallagriézou-zé.

4. Ha mé ivé a lakai va dudi oc’h ober goab anézhô, hag é tigasinn war-n-ézhô ar péz a réa aoun d’ézhô ; rag galvet em eûz, ha dén n’en deûz respoun̄tet d’in ; komzet em eûz, ha n’hô deûz két va sélaouet ; hôgen hî hô deûz gréat ann drouk dirâk va daoulagad, hag hô deûz dilennet ar péz ha na fellé két d’in.

5. Sélaouit gér ann Aotrou, c’houi péré a grén pa gomz ; hô preûdeûr péré a gasa ac’hanoc’h, hag hô tispriz enn abek d’am hanô, hô deûz lavaret : Ra ziskouézô ann Aotrou hé c’hloar, ha nî hé gwélô enn hô lévénez ; hôgen hî a vézô mézékéet.

6. Mouéz eur bobl a glevann eûz a géar, eur vouéz eûz ann templ, mouéz ann Aotrou a rô d’hé énébourien ar péz a zellézon̄t.

7. Abarz ar gwen̄trou é deûz gwilioudet ; abarz ma oa deûet amzer ar gwilioud, é deûz ganet eur mâb.

8. Piou en deûz biskoaz klévet eunn hévélep trâ ? Piou en deûz gwélet eunn dra hén̄vel oud ann dra-man̄ ? Ann douar hag hén̄ a rô hé frouez enn eunn deiz ? Pé eur bobl holl hag hén̄ a vézô ganet war-eunn-taol, ô véza ma é deûz gwilioudet Sion, ha ma é deûz ganet hé bugalé ?

9. Mé péhini a laka ar ré all da c’hénel, ha na c’haninn két, émé ann Aotrou ? Mé péhini a rô d’ar ré all ar galloud da c’hénel, ha bréc’han̄ é vézinn, émé ann Aotrou da Zoué ?

10. En em laouénait gan̄t Jéruzalem, ha tridit gan̄t-hi, c’houi holl péré a gâr anézhi : en em laouénaid holl gan̄t-hi, c’houi péré a lén̄v diwar hé fenn :

11. Évit ma ténot hé bronnou, ha ma tennot anézhô eur fréalzidigez vrâz ; évit ma c’hôrôot, ha ma kafot hô tudi enn hé gloar brâz-meûrbéd.

12. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a lakai da rédek war-n-ézhi ével eur ster a béoc’h, ha gloar ar brôadou ével eur froud dic’hlannet : hé déna a réot ; oud hé bronn é tougô ac’hanoc’h, ha war hé barlen é torlôtô ac’hanoc’h.

13. Ével ma torlôt eur vamm hé mâb, ével-sé é fréalzinn ac’hanoc’h, hag é viot fréalzet é Jéruzalem.

14. C’houi a wélô ann traou-zé, hag hô kaloun en em laouénai : hag hoc’h eskern a gellidô ével ar géot : hag ann Aotrou a ziskouezô hé c’halloud d’hé zervicherien, hag hé frouden d’hé énébourien.

15. Râk chétu ann Aotrou a zeûi é-kreiz ann tân, hag hé girri ével eur gourven̄ten ; évid diskouéza hé frouden enn hé vuanégez, hag hé grôz é-kreiz ar flammou tân.

16. Râg enn tân ha gan̄d ar c’hlézé é varnô ann Aotrou pép kîk, hag ann Aotrou a lazô eul lôd brâz.

17. Ar ré a grédé en em zan̄téla, hag en em c’hlana enn hô liorsou, ô serra ann ôriou war-n-ézhô ; ar ré a zebré kîk môc’h, ha lôgôd, ha traou all ker louz, a vézô dispennet kévret, émé ann Aotrou.

18. Hôgen mé a zeû évid dastumi hô ôberiou hag hô ménosiou, évid hô strolla gan̄d ar boblou euz ann holl iézou ; hag hî a zeûi, hag a wélô va gloar.

19. Ha mé a lakai eunn arouéz enn hô zouez, hag é kasinn eûz ar ré a vézô bét salvet, étrézég ar brôadou, enn tû all d’ar môr, d’ann Afrika, d’al Lidia, d’al lec’hiou ma tenneur gan̄d ar warek, d’ann Italia, d’ar Gresia, d’ann énézi pell, d’ar ré ha n’hô deûz két klévet hanô ac’hanoun, ha n’hô deûz két gwélet va gloar. Hag hî a rôi da anaout va gloar d’ar brôadou.

20. Hag hî a zigasô hoc’h holl vreûdeûr eûz a douez ann holl vrôadou ével eur rô d’ann Aotrou, war gezek, war girri, war léteriou, war vuled, war garrosiou, étrézé va ménez san̄tel Jéruzalem, émé ann Aotrou, ével pa zigas bugalé Israel eur rô enn eul léstr glân da dî ann Aotrou.

21. Ha mé a gémérô eûz anézhô da véleien ha da levited, émé ann Aotrou.

22. Râg ével ma sâv dira-z-oun ann én̄vou névez, hag ann douar névez a rann, émé ann Aotrou ; ével-sé é savô hô kwenn hag hoc’h hanô.

23. Béz’ é vézô ivé eur goél all péb miz, hag eur sabbat all péb sizun : pép kîg a zeûi da azeûli dira-z-oun, émé ann Aotrou.

24. Hag hî a iélô er-méaz, hag a wélô korfou-maro ar ré a oa savet em énep ; hô frén̄v na varvô két, hag hô zân na vougô két ; ha pép-hini hô gwélô hé walc’h.